Katekiz historik/Eil Gévren - XXV Gentel





PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Zakramant ar Binijen.

Goudé ar vadisiant hag ar gouzoumen, ar Gristenien na dléfé kaout ézomm néméd eûz ann Eûkaristia bétég ar marô ; hôgen dibaot eo ar ré ha na gouéz kéd é péc’héjou marvel péré a lâz ann éné, ô vougâ ar garantez, péré a zellez ar marô peûr-baduz ; hag évit paréa eunn drouk ker braz, n’eûz nétrâ gwelloc’h, goudé ar vadisiant, égét Sakramant ar Binijen. Ann hini a fell d’ézhan hé zigémérout, a dlé da genta kaout keûz eûz hé béc’héjou, ha kaoud anézhô eur gwir zoan, skoret war ar feiz ha war zoujans Doué, gand eur ratoz stard da wellaat, péhini a bella a-grenn ar c'hoant da bec’hi, ar péz en deûz enn-han ann derou eûz ar garantez évid Doué, hag ann doan-zé péhini a wantr kaloun ar péc’her, a c’halveur kontrision pé keûz-gwirion. Réd eo goudé kovésaad da eur bélek, ô tiskleria dézhan hép distrô ann holl béc’héjou eûz a béré en em gaveur kabluz ; goudé sévéni gant strîv ar boan a rô ar bélek évid dic’haou ar béc’héjou. Béz’ éz eûz éta tri zra réd a berz ar péc’her, ar c’heûz, da vihana ar c’heûz diglôk, ar c’hovésion hag ann dic’haou. Ar poaniou a rôeur a zô peûrvuia ann tri seurt mâd-ôbériou-man, ar béden, ar iûn hag ann aluzen ; hag é tléont béza kévatal da zoaré ar péc’hed ha da ners ar péc’her.

Goulenn. Da biou é rôeur ar Sakramant a Binijen. Lavar. D’ar ré hô deûz gréad eur péc’hed marvel-bennâg goudé ar vadisiant. G. Pétrâ eo ar péc’hed marvel. L. Ar péc'hed eo a zellez ar marô peûr-baduz. G. Pétrâ a dlé ôber ar péc’her évid digéméroud ar Sakramant-zé. L. Kaout keûz, kovésaat ha dic’haoui. G. Pétrâ eo ar gontrision. L. Ann doan da véza péc’het gand ar ratoz da wellaat. G. Ha gelloud a réeur kasaad ar péc’hed hép karoud Doué. L. Béz’ é tlé béza diana eunn derou-bennâg a garantez. G. Pénaoz é tléeur kovésaat. L. Hép nac’hout nétrâ na kuza nétrâ. G. Pétrâ eo ann dic’haou. L. Ar zévénidigez eûz ar boan rôet gand ar bélek. G. Pétrâ eo ar poaniou-zé peûrvuia. L. Pédennou, iunou hag aluzennou.