Katekiz historik/Kenta Gévren - I Gentel




KATÉKÎZ
HISTORIK.





KENTA GÉVREN,
PÉHINI A ZALC’H É BERR GOMSIOU
ANN HISTOR SANTEL.




NTA GENTEL.
Eûz ar Ganédigez.

Doué en deûz gréad ar béd eûz a nétrâ, gand hé c’hér hag hé ioul, hag évid hé c’hloar. É c’houéac’h dervez en deûz hé c’hréat. Ar c’henta dervez en deûz kroued ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou ; ann eil dervez é krouaz ann énv-stérédet, a c’halvaz ann énv ; ann trédé dervez é rannaz ann dour diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével ann holl louzou ; ar pévaré é krouaz ann héol, al loar hag ar stéred ; ar pempved é réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr ; ar c’houec’hved é réaz al loéned zouarek hag é toaréaz ann dén diouc’h hé hévélédigez, ha Doué a arzaôaz ar seizved dervez. Évid ôber ann dén, é réaz da genta hé gorf gand douar, goudé é lékéaz enn-han eunn éné gréad diouc’h hé skeûden. Ann dén a zô skeûden Zoué, dré ma hell anaoud Doué hag hé garout, hag évit sé eo bét gréat gand Doué. Ar c’henta goaz a oé hanvet Adam. Doué a rôaz d’ézhan da eil ar vaouez péhini a réaz gand unan eûz hé gôstou, évit ma teûjé d’hé c’haroud ével eul lôden anézhan hé-unan : dré-zé é rôaz penn d’ar briédélez. Ar genta vaouez a oé hanvet Éva. Doué a lékéaz Adam hag Éva er baradoz zouarek, péhini a ioa eul liors dudiuz brâz, é péhini é vévend euruz. Ar galloud hô doa da zibri eûz ann holl frouésiou, néméd eûz a frouez gwézen ar wiziégez ar mâd hag ann drouk, péhini a ioa berzed out-hô gand Doué. Noaz-béô oant, hép kaout méz eûz a gément-sé, dré ma oant hép drougiez ; na c’houzanvent poan é-béd, ha na dlient két mervel. Doué en doa ivé krouet spéréjou glân, péré eo ann Éled.

Goulenn. Piou en deûz gréad ar béd ?
Lavar pé respount. Doué eo.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Pénaoz en deûs-hén hé c’hréât ?
L. Gand hé c’hér.
G. Pérâg en deûs-hén hé c’hréat ?
L. Évid hé c’hloar.
G. É péd dervez en deûz Doué kroued ar béd ?
L. É c’houéac’h dervez.
G. Pétrâ en deûs-hén kroued ar c’henta dervez ?
L. Ann énv hag ann douar, ha goudé ar goulou.
G. Hag ann eil dervez ?
L. Ann énv-stérédet a c’halvaz ann énv.
G. Pétrâ a réaz ann trédé dervez ?
L. Ann dour a rannaz diouc’h ann douar, hag é réaz d’ann douar lakaad da zével a bép rumm louzou.
G. Hag ar pévaré ?
L. Kroui a réaz ann héol, al loar hag ar stéred.
G. Hag ar pempved ?
L. Ober a réaz al laboused enn éar hag ar pesked er môr.
G. Hag ar c’houec’hved ?
L. Ober a réaz ann holl loéned zouarek, hag é toaréaz ann dén diouc’h hé skeûden.
G. Pétrâ a réas-hén enn-divez ar seizved dervez ?
L. Goudé béza krouet pép trâ é arzaôaz.
G. Eûz a bétrâ en deûs-hén gréad ar c’hentâ dén ?

L. Ar c’horf en deûz gréat gand douar.
G. Hag ann éné ?
L. Eûz a nétrâ en deûz hé c’hréat.
G. Eûz a bétrâ en deus-hén ann doaré ?
L. Eûz a Zoué hé-unan.
G. Évit pétrâ en deûs-hén Doué gréad ann dén ?
L. Évid hé anaoud hag hé garout.
G. Eûz a bétrâ é oé gréad ar genta vaouez ?
L. Gand unan eûz a gôstou ar goaz.
G. Pérâk sé ?
L. Évid diskouéza é oand hô daou eûz a eunn hévélep kîk.
G. Pétrâ eo ar baradoz zouarek ?
L. Eul liors kaer é péhini é lékéaz Doué Adam hag Éva.
G. É pé stâd é vévent-hi énô ?
L. Euruz é vévent.
G. Peûr é tlient-hi mervel ?
L. Na dlient két mervel.
G. Pétrâ eo ann Éled ?
L. Spéréjou glân péré n’hô deûz kéd a gorf.