Katekiz historik/Kenta Gévren - XIV Gentel





PEVARZÉKVED GENTEL.
Eûz ar Iuzevien Spéréduz hag eûz ar Iuzevien Kiguz.

Hérodez, unan eûz ar fallagra tûd a oé biskoaz, a aloubaz rouantélez Judéa gant skoazel ann Impalaerded Romaned. Enn hé amzer, ar Iuzevien a wélé ervâd pénaoz ar C’hrist a ioa daré da zont, hervez ann holl ziouganou : hôgen béz’ éz oa Iuzevien Spéréduz ha Iuzevien Kiguz. Ar Iuzevien Kiguz n’en em rôent néméd d’ann traou a wéleur : na zervichend Doué néméd évit kaout madou ann douar, pulder a éd, hag a win, kalz a jatal, tensoriou aour, hag arc’hant ; évit béva enn eunn doaré éaz gand hô bugalé. Na zoujend Doué néméd dré ann abek d’ar baourentez, d’ar c’hlénvéjou ha d’ar marô. Ar Iuzevien Spéréduz hag ar gwir Israélited â zerviché Doué dré garantez ; hé énori hag hé garoud a réant enn abek d’hé c’halloudégez, d’hé furnez ha d’hé vadélez dreist-holl. Ével ergerzerien en em wélent war ann douar, hag é c’hortozend eur vuez all goudé hou-man. Ann eil ré hag ar ré all a c’hortozé roûantélez ar Mésî ; hôgen enn eunn doaré dishénvel. Ar Iuzevien Kiguz a géméré gér-é-c’hér kémend hô doa lavared ar Broféded dré hévélédigéz. Dré-zé, é lékéant enn hô fenn pénaoz é rénjé war ann douar ; é vijé brasoc’h brézéliad égéd David, ha pinvidikoc’h égét Salomon ; ha pénaoz ar Iuzevien, dindân hé rén, a vévché er skéd, enn dudi, hag é c’hourc’hémenchend d’ann holl boblou. Ar Iuzevien Spéréduz a wié pénaoz éz eûz brasoc’h madou da c’hortozi égéd ar ré a helleur da gaout war ann douar. Dré-zé, na c’hortozent béza euruz némét goudé ann dazorc’hidigez, hag é c’hortozent dreist pép trâ digand ar Mésî ar skoazel a zô réd d’é-omp évid anaout ha karout Doué.

Goulenn. Piou a oé roué ar Iuzevien dindân Impalaerded ar Romaned. Lavar. Hérodez é oé. G. Peûr é oé sevénét amzer donédigez ar C’hrist. L. Dindân rén Hérodez. G. Piou é oa ar Iuzevien Kiguz. L. Ar ré na zerviché Doué néméd évit-hô hô-unan. G. Pétrâ a grédend diwar-benn rén ar C’hrist. L. Kridi a réant pénaoz é rénjé war ann douar, é lakajé ann holl boblou da bléga dindân galloud ar Iuzevien ; é vévché er madou, enn énoriou hag er plijaduriou. G. Piou é oa ar Iuzevien Spéréduz. L. Ar ré a zerviché Doué dré garantez. G. É pétrâ é iékéant hi hô gortoz. L. Er vuez all goudé ann dazorc’hidigez. G. Pétrâ a c’hortozent-hi digand ar Mésî. L. Ar skoazel a zô réd évid anaout ha karout Doué.