Katekiz historik/Kenta Gévren - XXVII Gentel
F. Trémeau, 1826 (p. 52-53)
Kéar Jéruzalem ha Kouantélez ar Iuzevien a badaz c’hoaz eunn nébeûd amzer goudé embann ann Aviel, bété ma oé savet Iliz nevez ar Jentiled ; râg hini ann Israelited kôz a dlié béza ar c’héf hag ar c’hrisien eûz a hou-man. Enn-divéz, ann amzer a zeûaz, é péhini Jéruzalem a dlié béza dismantret, hervez diougan Jézuz-Krist. Ar Iuzevien a zispac’haz oud ar Romaned. Béz é oé eur brézel kriz meûrbéd. Jéruzalem a oé grounnet hag ann naounégez a oé kér braz, ma en em gavaz mammou péré a zebraz hô bugalé hô-unan. Er grounnadur-zé hép-kén, é varvaz unnék kant mil dén. Kéméret ha dismantret é oé kéar gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien, hag ann templ a oé devet. Doué a wanaz er c’hîz-zé ar géar fallagr-zé, é péhini é oa bét skulet gwâd ken aliez a Broféded ha dreist-holl hini Jézuz-Krist, hé Roué hag hé Salver. Ar Iuzevien péré né oa két felled d’ézhô hô anaout évid hô Daspréner, a zeûaz da sklaved d’ar Romaned, a oé kased er-méaz eûz hô brô ha lékéad er stâd dizeur é péhini émint abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz. Lidou al lézen gôz a oé torret neûzé enn-holl-d’ann-holl : râk bété neûzé é oa béd aotréed hô ôber, d’ann dûd léal, kerkouls ha d’ar ré all.
Goulenn. Pérâg é padaz c’hoaz eunn nébeûd amzer ar Géar a Jéruzalem goudé embann ann Aviel. Lavar. Évit ma vijé saved Iliz ar Jentiled war ziazez hini ar Iuzevien. G. Gant piou é oé dismantret Jéruzalem. L. Gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien. G. Ha kalz a dûd a varvaz énô. L. Unnék kant mil dén. G. ’Ha brâz é oé ann naounégez. L. Béz é oé mammou hag a zebraz hô bugalé. G. Pérâg é oé gwanet ar Géar-zé er c’hiz-zé. L. Dré m’é doa lékéat Jézuz-Krist d’ar marô. G. Pétrâ a zeûaz ar Iuzevien. L. É sklavérez é oent kaset ha skignet dré ar béd holl. G. Pétrâ a zô c’hoarvézet gant-hô a-c’houdé-véz. L. Émint c’hoaz enn hévélep stâd. G. Abaoé pégeid amzer. L. Abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz.