Kent lenn ann Eklésiastik, gréat gan̄t Jézuz, mâp Sirach

◄   Notice sur l’Orthographe bretonne et sa prononciation Kent lenn ann Eklésiastik, gréat gan̄t Jézuz, mâp Sirach Ar C’hanédigez   ►


ERRATA.


————


KENT LENN


Ann Eklésiastik, gréat gan̄t Jézuz, map Sirach.


Ar furnez zô é kalz a draou brâz a zô diskouézet d’é-omp dré al lézen, dré ar Broféded hag ar ré all hô deûz heûliet anézhô. Enn-hô ez eo red meuli Israel évit hé gélennadurez hag hé furnez, rak né d-eo ket red hep-ken é ven̄t gwisiek enn hô frézek, hôgen ec’h hallfé ivé ar ré né d-in̄t két eûz ar vrô don̄t da veza gwisiék oc’h enn eur gomza hag enn eur skriva. Va zâd-kôz Jézuz goudé béza en em lékéat, gwella mac’h hellé, da lenn al lézen, ar broféded hag al lévriou all hon eûz bét digan̄t hon tadou, a zô bét ivé falvézet d’ézhan̄ skriva meûr a dra diwar-benn ar gélennadurez hag ar furnez ; ha kémen̄t-sé évit ma vézô, ar ré hô deùz c’hoan̄t da zeski hag a zô deuet gwisiek enn traou-zé, evesiekoc’h a zé a galoun, ha ma vézin̄t krévéet da réna eur vuez vâd. Dré-zé éc’h aliann ac’hanoc’h gan̄t madélez da zon̄t da lenn gan̄t ar brasa évez hag ivé da zidamall ac’hanomp enn traou ma’z omp faziet enn-hô, a gâv d’é-omp, dré hor c’homzou, ô klask heûlia ar péz a zô hével oc’h ar furnez. Râk ar gériou hébrach a goll hô goulou-kaer pa vézon̄t troet enn eur iez all. Ha né d-eo két hi hép-kén, al lézen, ar broféded ha skrituriou al lévriou all a véz enn-hô kalz a gemm pa vézon̄t lavaret dré-z-hô hô-unan. Er bloaz eiz ha trégon̄t, enn amzer ar roué Ptolémé Everjet, goudé ma oann deûet ann Éjipt ha ma oenn choumet énô pell amzer, é kaviz énô dilézet lévriou a gélennadurez vrâz-meûrbéd, ha na oan̄t két da véza disprizet. Râk-se éta em eùz kavet éz oa mad ha réd lakaat va foan ha labourat da sklérijenna al levr-zé, hag em eûz taolet évez mâd oc’h hé gélennadurez é-pâd kalz a amzer, évit peûr-gâs anézhan̄ da benn hag hé rei da anaout d’ar ré a fell d’ézhô trei hô c’haloun oc’h ar mâd, ha deski pénaoz é tléon̄t réna hô buez ar ré anézhô en em laka da véva hervez lézen ann Aotrou Doué.