JEZUZ-KRIST


SKOUER AR GRISTENIEN.


————
KENTA LEVR.


————
KENTA KENTEL.


Red eo d’e-omp kemeret skouer dioc’h Jesuz-Krist hag ober fae euz a draou ar bed.


1. — Neb am heul-me, ne gerz ket enn devalijen, eme hor Zalver. Dre ar c’homziou-ma, Jezuz-Krist a ziskouez d’e-omp ez eo red kemeret skouer diouz he vuez e pep tra, mar fell d’e-omp kaout ar gwir sklerijen ha beza diwallet dioc’h pep dallentez a spered. Red eo eta d’e-omp en em rei dreist pep tra da brederia war buez Jezuz-Krist.

2. — Kelennadurez Jezuz-Krist a zo dreist holl gelennaduresiou ar zent, hag ann hini a ve spered Doue enn-han, a gaffe ar Mann a zo kuzet enn he gelennadurez.

Koulskoude kalz a dud zo hag a glev aliez prezek ann Aviel, hag evelato ne c’hoantaont nemeur beza gwelloc’h evit diagent, dre n’ema ket spered Jezuz-Krist enn-ho. Ann hini a fell d’ezhan klevet ervad komziou Jezuz-Krist, hennez a dle en em rei da ober diout-han enn he holl vuez.

3. — Na petra dal d’e-hoc’h prezek kaer diwar-benn ann Dreindet, ma n’oc’h ket izel a galoun, ha mar tisplijit dre-ze d’ann Dreindet ? Rak ne d-eo ket ar c’homziou kaer eo a laka ann den da veza santel ha glann ; dre ar vuez vad eo e teu da veza karet gant Doue. Gwell eo d’in kaout eur gwir glac’har em c’haloun, eget ne d-eo gouzout petra eo ar c’hlac’har.

Ha pa oufac’h dindan evor ar Skritur sakr penn-da-benn hag holl levriou ann dud fur, kement-se holl ne dalvezfe netra d’e-hoc’h ma n’hoc’h euz ket karantez ha gras Doue. Avel ha moged ! Pep tra zo avel war ann douar, pep tra nemet karet ha servicha Doue hep-ken. Brasa furnez a zo eo disprizout traou ar bed, ha dre-ze kerzet war-zu rouantelez ann env.

4. — Avel eo klask madou ne badont ket pell, ha lakaat hor fisians enn-ho. Avel eo karet enoriou ann douar, ha c’hoantaat sevel dreist ar re all. Avel eo mont da heul gwall-ioulou ar c’horf ha c’hoantaat ann traou a dle beza kiriek d’hor c’hastiz eun deiz da zont !

Avel eo c’hoantaat beva pell, hep kemeret poan e-bed da veva mad. Avel eo staga hor c’haloun oc’h ar vuez-ma hep-ken, hep sonjal er vuez da zont. Avel eo karet traou a dremen ker buhan, e leac’h klask gant mall mont d’ann euruzted a bado da viken.

5. — Ho pezet sonj aliez euz ar wirionez-ma : Euz a gement a hellfe da welet, euz a gement a hellfe da glevet, ann den n’en devezo biken he walc’h. Labourit eta da zistaga ho kaloun dioc’h traou ar bed ha d’en em rei da draou ann env, rak ar re a ia da heul c’hoantegesiou ho c’haloun, ar re-ze a zaotr ho ene hag a goll gras Doue.


EVIT HOR C’HELENN.


Netra nemet hor zilvidigez, netra all e-bed ne d-eo talvoudek d’e-omp er bed-ma. Ne hell den beza salvet nemet e Jezuz-Krist ha dre Jezuz-Krist. Kaout feiz enn he gomziou, miret he c’hourc’hemennou, Kemeret skouer diout-han, setu ar gwir vuez, n’euz nemet-hi hep-ken. Pep tra oc’h-penn a zo moged hag avel. Evit-han da boania a laz-korf dindan ann heol, eme Salomon ar fur, ann den n’en devezo netra ken evit he labour. Na petra zeuio da veza ar madou, ar plijaduresiou, ann enoriou, pa vezo lekeat ar c’horf enn he vez ien, pa nijo ann ene war-zu he Zoue ?

Hirio, breman rak-tal zo-ken, sonjit er-vad enn dra-ma ; re zivezad e vezo warc’hoaz, na piou a oar se ? Labourit endra ma pad ann deiz ; dastumit affo madou ne d-aint ket da goll : pa serr ann noz, ne heller ober netra. Hoc’h holl venosiou ne saveteint ket ac’hanoc’h, rak oberiou eo a fell da Zoue. Heulit ’ta Jezuz mar fell d’e-hoc’h beva da viken gant Jezuz.