◄ Red eo lakaat hor fisians e Doue hep-ken ha beza izel a galoun | Kenta levr - VIII | Red eo d’ann den senti oc’h eur mestr e pep stad, ha plega d’ezhan ► |
1. — Na zigorit ket ho kaloun d’ann holl ; kemerit kuzul digant eunn den fur hag a zoujans Doue. Ne zarempredit ket re ann dud iaouank nag ive tud ar bed. Ne roit lorc’h e-bed d’ar re binvidik, ha ne glaskit ket en em ziskouez dirak ar re vraz. Darempredit ar re vihan, ar re a zo izel a galoun, ann dud a zoujans Doue hag a vuez vad ; komzit aliez gant-ho diwar-benn madou ann ene.
2. — Na rit nep mignounach gant plac’h e-bed ; hogen pedit Doue evit kement plac’h vad a zo. Na c’hoantait beza mignoun a galoun nemet da Zoue ha d’he Elez, ha na c’hoantait ket beza anavezet gant ann dud. Red eo karet ann dud holl ; ne zere ket darempredi re anezho.
A-wechou e talc’homp stad, dioc’h ho brud, euz a dud ne anavezomp ket ; koulskoude pa en em ziskouezont dira-z-omp, e kavomp abek enn-ho. A-wechou all o kredomp plijout d’ar re all o tarempredi anezho, ha neuze eo e tisplijomp muioc’h d’ezho, pa welont hon techou fall.
Ne dleomp ket en em rei d’ann dud ; da Zoue eo e tleomp en em rei enn-holl-d’ann-holl. Ann hini a zarempred re ann dud a zinerz he galoun oc’h he ranna etre Doue hag ar bed ; ann den a dle beva evel pa ve distag dioc’h ann douar. Trei a dleomp hon ene etrezek ann env, eme ann Abostol.