◄ Red eo d’ann den senti oc’h eur mestr e pep stad, ha plega d’ezhan | Kenta levr - X | Evit kaout peoc’h ann ene ha mont war gresk er furnez ► |
1. — Tec’hit muia mac’h hellot dioc’h tregas ar bed, rak noazout kalz a ra komz euz a draou ann douar, ha pa ve gant eur galoun eeun. Buhan a-walc’h e vez saotret ha touellet hon ene, o veza m’en em brizomp re hon-unan. Nousped gweach e karfenn n’em bije lavaret ger, ha ne vijenn ket bet e-touez ann dud ! Na perak eta e kavomp-ni ken eaz komz ha diviz etre-z-omp, pa’z eo gwir e kavomp peurliesa hor c’haloun dieaz pa davomp goude ? Ni a gav eaz komz evel-se, dre ma klaskomp, gant divizou e-leiz, en em frealzi ann eil egile, hag en em ziskarga euz ar beac’h menosiou a skuiz ac’hanomp.
2. — Kalz a vad a ra d’e-omp komz euz ar pez a garomp pe a c’hoantaomp da gaout, hag euz ann traou a ra poan d’e-omp. Kement-se holl, siouaz, ne dal netra peurliesa, rak frealzidigez ar bed a zeu diwar goust frealzidigez Doue, hag a ra d’e-omp koll gwir frealzidigez ann ene. Dre-ze eta eo red d’e-omp teurel evez ha pidi Doue, enn aoun na’z afe ann amzer da goll.
Mar d-eo mad komz, komzit evit en em gelenn hervez Doue. Hor boaziou fall hag hon diegi da gerzet araok enn hent hor zilvidigez, eo a vir muia ouz-omp da deurel evez oc’h hor c’homziou. Koulskoude ann divizou santel, dreist holl ar re a vez etre tud a zo spered Doue enn-ho, a ro d’e-omp kalz a nerz evit kreski hor zantelez.
E deiz ar varn, eme ann Aviel, ann den a ranko rei kred euz a gement ger goullo en devezo lavaret. Arabad eo d’e-omp beza souezet gant kement-se, rak buez ann den ne d-eo ket eur c’hoari : traou spountuz a hell c’hoarvezout gant-han da bep mare. Ann amzer emoc’h o laerez breman dre ziviz diwar-benn netra, ann amzer-ze a zo bet roet d’e-hoc’h da c’hounid ann env. Gwelit breman petra a rit anezhi ? Ha koulskoude piou a oar hag ho puez a vezo astennet d’e-hoc’h euz a dreuz eunn neuden hep-ken.