◄ Talvoudek eo d’e-omp gouzanv eur boan-bennag | Kenta levr - XIII | Arabad eo barn ar re all hep gwir abek |
1. — Keit ha ma vezimp er bed-ma,
ne oufemp morse beza heb enkrez.
Rak-se Job a lavar : Buez ann den war ann
douar a zo eur brezel hep paouez.
Pep-hini ac’hanomp a dle eta beza war evez e-kenver he wall-ioulou ha pedi Doue bepred, gant aoun na rofe tu d’ann drouk-spered da lakaat anezhan da fazia. Ann aerouant, m’hen argarz, ann aerouant ne zerr lagad, dihun ema bepred, ne ra nemet redek tu-ma tu-hont, o klask ann dro da zispenn unan-bennag.
N’euz den ker fur ha ker santel, na vez enkrezet a-wechou gant ann temptasionou ; ha ne oufemp ket beza kuit a-grenn diout-ho.
2. — Koulskoude ez eo talvoudek-braz d’ann den beza reustlet gant ann temptasionou, peger poaniuz ha pegen diez-bennag eo d’ezhan enebi out-ho ; rak dre-z-ho e teu ann den d’en em izelaat ha da veza glann ; dre-z-ho e teu he spered da veza sklereet.
Ann holl zent a zo bet stardet aliez
gant ann temptasionou hag ho deuz lekeat
anezho da dalvezout Ar re a-vad a zo
bet trec’het gant ho gwall-ioulou, ar re-ze
ho deuz pec’het hag a zo en em gollet,
siouaz dezho. N’euz stad e-bed ker
santel, n’euz leac’h ken distro ne gaver
enn-ho temptasionou ha poaniou.
3. — Keit ha ma vevimp, nepred ne vezimp diwallet a-grenn dioc’h ann temptasionou, rak enn-omp hon-unan ema grisien ann drouk-ioulou, o veza ma’z omp douget d’ar pec’hed enn eur c’henel. Kerkent ha mac’h ehan eunn demptasion, rak-tal e teu eunn all war he lerc’h ; evel-se e rankomp bepred gouzanv eur boan-bennag, rak kollet hon euz euruzded hor stad genta.
O klask tec’het dioc’h ann temptasionou, kalz a dud ho deuz goude gwasoc’h lamm digant-ho. Ne d-eo ket a-walc’h tec’het evit beza treac’h, red eo d’e-omp gouzanv hor poaniou heb en em glemm, ha beza e gwirionez izel a galoun, evit dont da veza krevoc’h eget hon holl enebourien.
4. — Ann hini a dec’h dioc’h ann drouk heb he zisc’hrisienna euz he galoun, ne d-ai nemeur war wellaat ; enn enep, ann temptasionou a zirollo buhanoc’h war-n-ezhan, hag e vezo gwasoc’h evit diagent.
Mar d-ema Doue enn eunn tu gan-e-hoc’h, e trec’hot gwelloc’h a ze ho kwall-ioulou oc’h ober penn d’ezho nebeud a nebeud hag o c’houzanv ho poan gant nerz-kaloun, eget na rafac’h o stourm out-ho stard hag heb ehana. Kemerit kuzul aliez pa viot temptet, ha ne vezit ket re striz oc’h neb a vez temptet. Kentoc’h e tleit frealzi anezhan, evel ma karfac’h e vec’h frealzet hoc’h-unan.
5. — Penn abek ann holl demptasionou a zo enn-omp hon-unan, dre ma’z omp edro ha dre n’hon euz nemet nebeut a fisians e Doue. Rak, e-c’hiz eul lestr hep stur a zo taolet ha distaolet gant ar c’hoummou, evel-se ann den a zo temptet e meur a zoare, pa vez laosk he galoun ha pa ne zalc’h ket mad d’he venosiou.
Dre ann tan ec’h anavezer ann houarn mad ; dre ann demptasion ec’h anavezer ann den santel. A-wechou ne ouzomp ket petra dalvezomp hon-unan ; ann demptasion avad a zesk de-omp petra omp.
6. — Red eo d’e-omp teurel evez mad, dreist-holl pa en em ziskouez ann drouk-spered, rak neuze e vezo easoc’h d’e-omp beza treac’h d’ezhan, o prenna out-han dor hor c’haloun hag o vont enn he raok, kerkent ha ma teu da glask digor.
Eunn den zo en deuz lavaret gwechall-goz :
Trouc’hit ar c’henta drouk ; da zistaga ’r c’hlenved
Eul lousou divezad n’en deus galloud e-bed.
Ne zeu da genta er spered nemet eur sonj fall hep-ken ; war he lerc’h e teu eur faltazi gre ; goude e teu ar blijadur, ann direizamand hag aotre ar galoun Evel-se ann drouk-spered a ia nebeut a nebeut bete gweled ar galoun, pa ne zalc’her ket penn out-han da genta. Seul vui ma tale ann den digaloun da stourm, seul dinersoc’h a ze e teu bemdez, seul krevoc’h ive e teu bemdez ann aerouant enn he enep.
7. — Tud zo hag a vez enkrezet gwasa gant ann temptasionou, pa vezont a nevez zo en em roet da Zoue ; re all goude beza he servichet pell amzer. Hiniennou zo n’ho deuz, kouls lavaret, peoc’h e-bed hed ho buez; lod all ne d-int temptet nemet eunn nebeut, hervez ma’z eo bet lekeat gant furnez ha gant barnedigez ann Aotrou Doue ; hen eo a bouez ann dud dioc’h ma talvezont, hag a ra pep tra evit silvidigez ar re en deuz great eunn dibab anezho.
8. — Arabad eo eta d’e-omp en em zigalounekaat pa vezomp enkrezet gant ann temptasionou ; startoc’h a ze e tleomp pidi Doue, evit ma plijo gant-han rei d’e-omp nerz enn hon holl enkresiou, hervez a lavar ann Abostol sant Paol : Doue, eme-z-han, a lakai ann temptasionou da dalvezout evid-omp, evit mac’h hellimp herzel out-ho. En em izelaomp eta dirak Doue ann Holl-c’halloudek, pa zeu ann enkrez hag ann demptasion, rak savetei hag huelaat a raio ar re a zo izel a galoun.
Anaout ervad a reer pegement eo deuet ann den da veza gwelloc’h, pa vez reustlet dre ann enkrez ha dre ann temptasionou ; neuze e teu da dalvezout muioc’h dirak Doue, neuze en em ziskouez skleroc’h ar gwir furnez enn-han.
Ne d-eo ket diez d’ann den beva e doujans hag e karantez Doue, pa ne stourm netra out-han. Ann hini avad ne flach tamm he galoun e-kreiz ann enkresiou, hen-nez a ielo war gresk er mad. Meur a hini a zo treac’h d’ann temptasionou braz, hag a zo trec’het bemdez gant ar re vihan. Diskaret e vezont evel-se, evit n’ho devezo ket re a fisians enn-ho ho-unan enn traou braz, pa’z int ker sempl er re vihana.
N’euz den na vez enkrezet a-wechou gant he zrouk-ioulou. Ober a reont d’e-omp beza glann hag izel a galoun ; mad int d’hor c’helenn, o rei d’e-omp da anaout petra dalvezomp hon-unan. Ne d-eo ket hep-ken o tec’het dioc’h ann drouk-ioulou nag oc’h enebi stard out-ho, eo ec’h hellot trec’hi anezho ; red eo oc’h-penn d’e-hoc’h gouzanv hep klemm hag en em lakaat gant fisians etre daouarn Doue. Koulskoude evesaomp, evel a lavar Jezuz-Krist, bezomp war evez ha pedomp. Ne d-eo ket diez trec’hi ann temptasionou kenta, o viret out-ho na zeufent da greski ha da c’hrisienna enn hor c’haloun. Ann hini en deuz re a fisians enn-han he-unan hag a zo dievez, hen-nez en devezo lamm digant ann drouk-spered. Ha c’hoant hoc’h eus-hu da veza treac’h d’ezhan evit gwir ? Stourmit kalounek out-han da genta. Ha falvezout a ra d’e-hoc’h kaout ho mad er stourm-ze a zigas Doue d’e-hoc’h ? Ansavit n’oc’h netra nemet distervez ha dic’halloudegez, ha dalc’hit ho kaloun izeloc’h-izela. Neb zo izel he galoun a gerz enn hent ar peoc’h hag ar garantez.