Kentan komjou a deskis

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout A-vihanik em eus karet.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 56-57)



N° 47. — Da Vari a viskoas.
War an ton N° 47.


1. Kentan komjou a deskis war an oalet, er gêr,
A voa ’n hano a Vari ha Jezus he Mab ker :
Ouz ma c’herc’hen e tougen e pign he medalen.
Ha Me ho salud Mari oa ma c’hentan peden.
A vihanig am euz karet Hag enoret ar Werc’hes ;
Bepret am euz hec’h anzavet Evit Mam ha Rouanes.

2. Nag a wej he dorn tener, aboe ma badeiant,
A bellas ouz ma c’havel pechou an aerouant ;
Nag a wej he daoulagad, evel diou stereden,
Wardro gant re ma mam gez, a baras war ma fen !

3. Lies em bugaleaj ma mam d’in a lare :
« Eur vam al ec’h euz en Env, koantoc’h evidon-me. »
Ha p’am douge d’an ilis, biken n’hen ankouaïn,
Dirag oter ar Werc’hes am lake d’an daoulin.

4. Brasat a re ma fians dre ma kresken en oad :
Aoun da zisplij da Vari e talc’his en hent mad,
Beteg an de m’am renas trezeg an dol zantel,
Elec’h e tisken Jezus e kalon e vugel.

5. Ha breman pa ven nec’het gant klenvet pe glac’har,
Pa zantan an drouk-speret oc’h esat ma diskar,

Eus fons ma c’halon kenkent e sav eur griaden :
« O Mari, o ma Mam vad, diredet d’am zouten. »

6. Em c’hozni, evel breman, pa greno ma memprou,
Nag e ve stanket ma mouez ha mud ma muzellou,
Ma zonj a vo gant ma Mam, ma hirvoud divezan
A dougo trezeg Doue hano Mari gantan.

K. G.