Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned/a-bezh



KENTELIOU


HAG


ISTORIOU A SKUER VAD


EVIT AR VRETONED


KENTELIOU


HAG


ISTORIOU A SKUER VAD


EVIT AR VRETONED


Eleac’h ma kavint diskuis dereat ha Kelennadurez Kristen

Gant G. Morvan, Belek

Kenta rener ar Gazeten vrezonek Feiz-ha-Breiz

brema priol abati thymadeuc
————

Aotreet gant Autrou Eskop Guened, Autrou Eskop Kemper ha Leon, hag ar Reverand, Vikel-Vraz Abad Itron Varia « de la Trappe de Melleray »

————
propriété des éditeurs
————


BREST
E TI J. HAG A. LEFOURNIER
leorierien
85 — Ru Siam, BREST
KEMPER
E TI IAN SALAUN
leorier
56 — Ru Kereon, KEMPER


OTRE, PE APPROBASION


Aotrou Eskop Guened


Euz a Bloermel, 2 Gouere 1889.


Va Zad enoruz,

A greis kalon e teuan, goude beza lennet ar skrit digaset din aberz an aotrou Arc’hbelek, person Pontivy, skrit leun euz ho meuleudi, da approuvi al levr talvoudeg oc’h eus laket moulla. Ra c’hello al levr-ze, skignet dre va Eskopti, deski hent ar silvidigez dre genteliou great evit plijout. Ho trugarekat a ran da veza roet da anaout, varlerc’h ken aliez a hini all, pe ger pinvidig ha pe ger kaer eo iez hor bro. Greomp hor gallout evit miret feiz hon tadou, ho doareou, ho lavariou fur, ho giziou mad hag ho iez.

Va Zad enoruz, en eur ho meuli a greis kalon, e roan deoc’h va bennoz a Eskob, hag hoc’h asuran ez oun meurbet douget evidoc’h en hor Zalver J.-C. — Unanomp hor pedennou.


Ian-Vari,

Eskop Guened.


RAPPORT
de m. l’Abbé Kerdaffret
Archiprêtre, Curé de Pontivy.
————

Aotrou Person Pontivy, carget da tenn al Levr-ma, a scrif evelen da aotrou Eskop Guened :

Aotrou’n Eskop,

Lennet em eus gant evez ha gant ar brassa plijadur folliennou Levr an Tad Goulven dre ma vizent tennet ha moullet.

Emaomp ep dale gant ar folliennou diveza, hag en em gavan eurus da ziscleria deoc’h, Aotrou’n Eskop, e verit al Levr-ze, e pep giz, beza cavet mad ha meulet ganeoc’h.

An tad Goulven en deus dalc’het mad d’ar pez en devoa brudet dre ar scrid strevet er vro.

Al Levr Kenteliou hag Istoriou a skuer vad ne oufer ket alia re ar vretoned d’her prena ha d’he lenn. Brezonek mad a gavint enhan, ha diez e ve caout guelloc’h.

Otreit, Aotrou’n Escop, ar respet hag an anaoudegez vad gant pere em’oun.


Ho servicher sentus,


B. Kerdaffret,

Person Pontivy.


MEULET RA VEZO J.-C.


I.-V. an Trapp
euz ar Melleray


An 8 a vis Gouere 1889.


Va Zad ker,

Evel ne c’houzon ket ar brezoneg, ha ma zeo scrifet ho levr er iez-ze, ne c’hellan ket dreizhon va unan saouri an traou caer a zo enhan, na barn pe gen talvoudeg int. Meulet avad evel ma zeo ho levr e lizer an aotrou Arc’hbelek, person Pontivy, hag approuvet ker mad evel ma zeo gant aotrou Eskop Guened, ez oun sur e rai d’an eneou an oll vad a c’hortozit a rafe. Ho meuli a ran da veza laket moulla al levr mad-ze, ha reketi a ran dezhan, gant bennoz an Aotrou Doue, an digemer mad a verit da gaout.

En eur vennigen al levr, va list da vennigen ive an hini en deuz he scrifet, en eur he asuri ez oun douget oll evithan en H.-Z.-J.-C.


F.-M. Eujen,

Abbad ar Melleray, vikel jeneral

⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜⚜



PENN-SKRIT


EVIT DISKUEZ PERAG EO BET GREAT
AN DIBAB KENTELIOU-MA.


————


An dibab kenteliou hag istoriou a gavot el levr-ma, lenner, a zo great evit lakat etre daouarn ar vretoned pennadou skrid eas da lenn, pennadou skrid a c’halfent da lenn gant plijadur, ep en em skuiza nag en em enoui, pennadou skrid hag a c’helfe digas laouenidigez en ho ene pa vez ho speret krignet gant eun nec’hamant bennak, pe ho c’horf torret gant al labour hag ar skuisder. Epad an nosveziou hir euz ar goanv dreist oll e ve mad kaout eul levr evelse da dremen an amzer ha da gelen var eun dro ar re hen lenn pe a gleo he lenn. Guir eo en eun darn vraz a diegeziou kristen e lenner bemnos buez ar zaent goude koan ; hogen ar pennad lenn-ze ne bad ket hir. Goudeze e tistager istoriou ha marvaillou bete ma zer da gousket ; an istoriou hag ar marvaillou-ze avad ne vezont ket ato dinam, ne vezont ket ato skuerius. Aliez e komzer pe e savarer divar benn hema, divar benn enhont, hag e koezer peurliesa en drouk-prezegerez.

Evit rei tro d’ar vretoned d’en em zioual oc’h an drouk-ze en devoa an Ao. Serjant, an Eskob mad-ze ha ne ket ankounac’het c’hoaz en eskopti Kemper, dre an ïoul en doa da zavetei an eneou laket gant Doue en he gark, laket sevel ha moulla ar gazeten Feiz-ha-Breiz. Brema, o tenna euz ar Gazeten-ze peadra da zevel al Levr-ma, e kredomp kendelc’her sonch an Eskob-ze en doa kement a sklerijen evit ren an eneou.

E1 levr-ma al lenner ne gavo netra a eneb ar feiz pe ar vuezegez vad ha kristen. Kaout a rai ato, e peb Istor hag e peb Kentel, aliou fur evit he zikour da dec’het dioc’h an droug ha da ober ar vad. Er fablennou zoken ha beteg er marvaillou e kavo ar pec’het condaonet hag ar vertus meulet hag enoret. Hogen en daou dra-ze ema oll skiant ar zaent ha kement hini a fell dezhan beza salvet. Tec’hit dioc’h an droug ha grit ar vad, eme ar Speret-Santel er skritur : Diverte a malo et fac bonum. Grit kement-se hag e saveteot hoc’h ene.

Ar pennadou skrit a zo el levr-ma, a zo tennet euz a Feiz-ha-Breiz, hag evelse zo bet moullet ar vech kenta gant otre Eskob Kemper. Er gazeten an istoriou hag ar c’henteliou zo ama a zo bet roet a bennadouigou, en hevelep doare pa resevet ar pennad diveza e veze bet amzer da ankounac’haat euz a betra oa meneg er pennad kenta. Hogen al lenner pa blij eur pennad skrit dezhan, en deuz ato c’hoant ha mall da velet ha da c’houzout petra deui da veza ar re zo hano anezho er pennad skrit-ze, da velet ha da c’houzout petra a zigoezo gantho. Ama al lenner a dorro he c’hoant pa garo ; an istoriou hag ar c’henteliou all zo laket dioc’htu hed-ha-hed ; n’eus ken da ober nemet lenn bete divez ar pennad skrit.

Lenn eul levr skueriuz a ra avechou mui a vad eget klevet eur brezegen. Ar brezegen a dle dougen frouez dioc’htu ; ma na ra ket, douetus bras ne rai nemeur a vad, rag ankounac’het e vezo ep dale. Al levr avad a chom, hag ar vad n’en devezo ket great ar vech kenta ma vezo bet lennet, a raio marteze zoken en navet pe en dekvet guech. An tam labour-ma a ran gant ali tud goueziek ha skiantet mad ; kaout ara dezho e raio vad, e vezo talvoudek da lakat renta gloar da Zoue ha da zicour eneou d’en em savetei. Ha pa na rafe nemet miret oc’h eur pec’het bennag en tiez eleac’h ma vezo lennet, ne gredin ket em bezo kollet va foan o lakat he voulla.

Rannet em euz al levr-ma e teir gevren pe teir darn. Er genta kevren e vezo kavet Deoliez ha Burzudou, da lavaret eo, pennadou divar benn ar Relijion ha traou burzudus, pe sikourou, grasou resevet euz an Env dre skoazel ar Verc’hez Vari pe ar zænt all ; en eil kevren e kafor istoriou divar benn a bep seurt tud, istoriou skueriuz ha mad da gelen an nep ho fleustro ; en trede kevren ez eus krifet eur fablen hag eur marvail bennak. Oll, a esperan, e raint vad d’ar re a evesai outho.

An traou burzuduz a zo ama skrifet, n’on eus sonch ebet d’ho rei evel miraclou ; an iliz epken a c’hell discleria pere a zo guir viraclou ; bez’ ez int avad grasou bras deut euz an Env, hag anat mad deomp-ni da viana kristenien katolik.

An traou burzuduz hag ar c’henteliou skrifet el levr-ma a zo digouezet oll pe gozig oll e Bro-C’hall, e Frans, ha dreist oll en hor bro ger Breiz-Izel.


————




KENTA KEVREN


PE KENTA DARN :


Deoliez ha Burzudou.


KENTA KEVREN


Deoliez ha Burzudou


PE KENTELIOU DIVAR BENN AR RELIJION
HA TRAOU BURZUDUS.


————


D’AN DREINDED SANTEL.


————


Evel ma zeo an Dreinded Santel ar penn kenta a bep tra, e lakeomp, en he henor, e penn ar Levr-ma, kreden an ilis katolig hanvet

Symbolen Sant Athanas.
————

Piou bennag a fell dezhan beza salvet, a rang araok pep tra delc’her mad d’ar feis catolik.

Nep ne viro ket ar greden-ze didor ha divoulc’h, ep mar ebet a vezo collet da viken. Hogen ar greden gatolig eo houma : Credi ez euz eun Doue e tri ferson, ha tri ferson en eun Doue epken ;

Ha kement-se ep kemeret an eil eleac’h egile euz an tri ferson-ze, nag ober tri Doue anezho.

Rag an Tad ne d’eo nag ar Mab nag ar Speret-Santel ; ar Map ne d’eo nag an Tad nag ar Speret-Santel, hag ar Speret-Santel ne d’eo nag an Tad nag ar Map.

An Tad avad, ar Mab hag ar Speret-Santel a zo ho zri eun hevelep Doue, o deuz eun hevelep gloar, bag eun hevelep majeste a viscoas da virviken.

Ar pez ma zeo an Tad, ar Mab a zo ive, ar Speret-Santel zo ive.

An Tad ne ket bet crouet, ar Mab ne ket bet crouet, ar Speret-Santel ne ket bet crouet.

An Tad zo e pep leac’h, ar Map zo e pep leac’h, ar Speret-Santel zo e pep leac’h.

An Tad zo a viscoas da virviken, ar Map zo a viscoas da virviken, ar Speret-Santel zo a viscoas da virviken.

Ha gouscoude n’eus ket tri a viscoas da virviken ; unan epken zo a viscoas da virviken.

Evel ive n’eus ket tri ha ne dint ket bet crouet, n’eus ket tri hag a zo e pep leac’h ; unan epken zo ha ne ket bet crouet, unan epken zo e pep leac’h.

En hevelep doare an Tad zo oll-c’halloudek, ar Map zo oll-c’halloudeg, ar Speret-Santel zo oll-c’halloudek.

Ha gouscoude n’eus ket tri oll-c’halloudeg, eun oll-c’halloudeg epken a zo.

Evelse an Tad zo Doue, ar Map zo Doue, ar Speret-Santel zo Doue.

Ha gouscoude n’eus ket tri Doue, ne deus nemet eun Doue epken.

Evelse an Tad zo Aotrou, ar Map zo Aotrou, ar Speret-Santel zo Aotrou.

Ha gouscoude n’eus ket tri Aotrou, eun Aotrou epken a zo.

Rag evel ma c’hourc’hemen deomp ar virionez christen anaout evit Doue hag Aotrou pep-hini euz an tri ferson-ze, evelse ive ar relijion katolig a zifen ouzomp lavaret e vent tri Doue pe tri Aotrou.

An Tad ne deo great gant nikun, na krouet, nag engehentet.

Ar Mab a zo euz an Tad epken ; ne deo na great na krouet, engehentet eo avad.

Ar Speret-Santel a zo euz an Tad hag euz ar Mab ; ne deo na great, na krouet, nag engehentet ; dont a ra avad euz an daou ferson all.

Eun Tad eta a zo ha ne ket tri Dad ; eur Mab, ha ne ket tri Map ; eur Speret-Santel ha ne ket tri Speret-Santel.

Hag en Dreinded-ze n’eus nag araok na varlerc’h, na brasoc’h na bianoc’h ; an tri ferson-ze zo ker koz ha ker koz ha kement ha kement ho zri.

En hevelep doare ma tleomp dre oll, evel ma on eus lavaret diaraok, cridi ez euz en Dreinded eun Doue epken e tri ferson ha tri ferson en eun Doue.

Setu eno-ta petra a dle da zonjal ha da gridi euz an Dreinded an nep a fell dezhan beza salvet.

Evit beza salvet eo red ive cridi ep douet ebet ez eo Jesus-Christ hon Aotrou en em c’hreat den.

Ar guir feiz eo eta cridi hag anzao ez eo Jesus-Christ hon Aotrou, map Doue, Doue ha den.

Doue eo engehentet araog an oll amzeriou euz a natur he Dad, ha den eo ganet en amzer euz a natur he Vam.

Doue parfet, den parfet, eun ene skiantek dezhan hag eur c’horf evel an dud.

Kement hag he Dad evel Doue, bianoc’h eget he Dad evel den.

Hag evithan da veza Doue ha den, ne d’eo ket gouskoude daou Grist, eur C’hrist epken eo.

Unan epken, ne ket dre ma zeo troet natur Doue e korf, mes dre ma zeo savet natur an den bete Doue.

En eur ger, unan epken, ne ket dre ma zeo kemesket enhan an diou natur, mes dre ne reont enhan nemet eur person.

Rag, evel eun ene skianteg hag eur c’horf ne reont nemet eun den, evelse Doue hag an den, en hor Zalver, ne reont nemet eur C’hrist. En deus gouzanvet evit hor savetei, a zo diskennet d’an iferniou, a zo savet an trede deiz a varo da veo.

A zo pignet en Envou, hag azezet en tu deou da Zoue an Tad oll-galloudeg ; ac’hano e teui da varn ar re veo hag ar re varo.

Pa deui, an oll dud a dle distrei e buez gant ho c’horfou, hag a dle renta kont pephini euz he oberou.

Hag ar re o devezo great ar mad, a ielo d’ar vuez eternel ; ar re avad o devezo great an droug, a ielo d’an tan eternel.

Setu aze ar greden gatolik ; piou bennak n’he miro ket difazi ha ne zalc’ho ket stard dezhi, ne oufe ket beza salvet.

————


Eur skeuden pe eun imach euz an Dreinded Santel.
————

Doue, ervez ma lavar an dud gouezieg, ar scrifagnerien kristen, en eur groui ar bed-ma, en deus laket he skeuden pe he imach e kement tra en deus krouet. Unan euz ar skeudennou-ze a gavomp er bed he unan eleac’h ma velomp tri zra hag a brezek deomp galloud ha furnez ar c’hrouer, daoust pe ni a evesai outho ho zri var eun dro, pe ni a evesai outho hini da hini ; an tri zra burzudus-ze eo an Env, an douar hag ar mor.

An hini a zao he zaoulagad da zellet oc’h an Env, a rank beza diskiant, ma na lenn ket eno hano ar c’hrouer, ma na deu ket da anzao ne deus nemet an oll-c’halloudeg hag en defe gallet ober traou ker kaer. Nag hi a zo skedus, dre eun nosvez digatar, ar stered-ze a velomp o para azioc’h hor penn ! Piou eo an hini en deus bet eun dorn gallouduz avoalc’h evit hada an astrou-ze, a zo lod anezho, ervez an dud desket, cant guech ha zoken mil guech brasoc’h eget an douar oll ? Piou en deus dispaket an dinel-ze, ar vols c’hlas-ze a c’halvomp ar firmamant ? Piou en deus staget eno ar bolojou divent-ze hag ho laket da chom stard pephini el leac’h merket dezhi ? Piou ho laka da vont pephini en he hent ep ma zafent morse da steki an eil en eben ! Piou a c’hell niveri ar stered-ze ha rei he hano da bephini anezho ? Piou en deus roet ho sklerder da bephini anezho, hag eur sklerder da bephini dishenvel a liou dioc’h sklerder ar re all ? Piou en deus gallet lakat an heol-ze ker gae en eul leac’h ma c’hell sklerijenna ha toma an douar ep he zevi hag he zuilla, hag al loar-ze a ra kement a vad d’ar re zo red dezho beachi en noz ? Piou a ra d’ar rams-ze mont bemdez en hent, pe kentoc’h a laca an douar da ober eun dro bemdez varnezhan he unan ha d’en em ziskuez evelse oll d’an heol dindan beder heur varnuguent ? Piou, goude beza eveseat oc’h kementse oll, ne lavaro ket gant ar profet : Aotrou Doue, nag hen zo bras, nag hen zo burzuduz hoc’h hano dre ar bed oll ! Ia, an Envou a brezek gloar Doue ; an oabl, bolz an Env a ziskuez deomp oberou he zaouarn. An eil dervez hen desk d’egile, hag an eil nosvez d’eben.

Euz an Env, mar diskennomp hor sell varzu an douar, ne gavimp ket nebeutoc’h a leac’h d’en em estlami. Piou en deus gallet rei d’an douar ar vertuz, an ners da zouguen frouez a bep seurt evel ma ra ? Piou en deus gallet lakat da zevel varnezhan kement a vez, a c’heod, a vleuniou, a vokedou a bep liou hag a bep c’hoez mad ? Piou en deus laket da zevel an eienennou-ze a ra steriou ha goaziou evit doura an douarou ha rei dezho ar frescadurez a vank dezho ? Piou en deus gouezet lacat da zevel divar ar mor an êzen-ze en em zestum e koumoul a zioc’h hor penn hag a ia, o coeza e glao, da zoura, da c’hlebia an douarou eleac’h ne c’hell ket ar steriou nag ar goaziou sevel ? Piou en deus laket en dro d’an douar an ear-ze zo red deomp da gaout evit tenna hon halan, hag en deus gourc’hemennet d’an avel c’hoeza evit frescaat an ear-ze ha biannaat grouez an heol pa vez re dom ? Piou en deus bet galloud avoalc’h evit rei buez da gement a loened, loened bras, loened bihan, loened dôn, loened gouez, da gement a laboused a velomp o nijal hag o c’hournijal en ear, euz an eil boden d’eben, hag a glevomp o kana, pephini en he iez, meuleudi d’ho c’hrouer ? Piou en deus gouezet digas ar pevar amzeriou pephini d’he dro ker reglet, en hevelep doare ma c’helje an douar dougen frouez hag eana pa deuje ar mare !

Dall ha diskiant e ranko beza a dra sur, an hini a evesai oc’h an traou-ze ha ne gavo ket eno hano an oll-c’halloudek. Ha pe ger bihan, pe gen dister en em gaf an den pa zonch e kement-se ! Petra, an oll dud, destumet a vanden, gant ar pez o deuz a nerz hag a voueziegez, ne vent ket goest, epad ho oll buez, da ober eur c’hreunen dreas, na zoken eur c’hreunen euz ar boultren a vresomp dindan hon treid, hag an hini en deus great an traou caer ma comzomp anezho, n’en deus great nemet lavaret eur goms epken evit sevel an oll penn-oberou-ze hag ho zevel euz a netra !

An Env hag an douar a lavar deomp eta freas : Doue, Doue eo an hini en deuz hor great. — Ar Mor a lavar deomp ar memes tra.

Netra ne sco kement speret an den evel ar guel euz ar mor bras ; netra ne ro deomp guelloc’h eur skeuden euz a oll-c’hallout hor c’hrouer. Ar vech kenta ma teu daoulagad eun den da bara var ar mor, e tle a dra sur chom souezet hag estlamet. An den a dle chom evel pa ve saouzanet var an aod, aoun a dle da gaout o chench plas d’he dreit o velet dirazhan an doureier bras-ze, ar mor-ze kel ledan ma ne vel fin ebet caer en deus cas he zell hirra ma c’hell, ar pez a dle digas da zonch dezhan euz an eternite. Crena a dle oc’h en em velet ker bihan e kenver an oberou-ze euz a zaouarn an Aotrou Doue ; dreist oll pa vel ar c’houagou o sevel evel meneziou beteg an oabl, oc’h eonenna, o cleuza goudeze stankennou bete gouelet an doureier, hag o tilamet a gas evel pa zeufent da lonca an douar ! hogen ne ket red caout aoun ; eur c’hreunennik treaz a ziarbenno an tarziou fuloret-ze, ne daint ket larcoc’h evit al leac’h so merket gant dorn Doue, ha pa vezint deut beteg eno ez aint var ho c’hiz en eur virvi hag en eur sourral.

Ar pez a ra ma laca ar mor braz an den da zonjal cals muioc’h evit na ra an douar, eo ma zeo sclerroc’h an taol lagad, ma zeus muioc’h a emgleo etre an oabl hag ar mor eget etre an oabl hag an douar. Ar mor so evel ar mellezour euz an Env. An oabl hag an dour en em gleo, hag a gas ho sclerijen an eil d’egile. Ha tenval eo an amzer, ha goloet eo an Env, an oabl, gant coumoul teo ? Ar mor a deu ive tenval, an dour a ve lavaret a ve teo ha du. Ha sioul eo ar c’houmoul du-ze a c’holo an amzer ? Ar mor ive so didrous, mes trist evel pa ve e canv. Ha dont a ra an avel da gas ha da zigas ar c’houmoul-ze, d’ho lacat da sourral, da voudal, da iudal ? Ar mor ive a lam, a c’hrosmol, a gri ; caout a rafe deoc’h her c’hlevet o vouela, oc’h hirvoudi. Er c’hontrol ha digatar eo an amzer, ha glaz eo an oabl ? Ar mor ive so glaz, an dour so tano, ker sclear hag ar c’haera mellezour. Ar sclerijen a bar var ar c’houagou, ho laca da visca a bep seurt liou, guech int arc’hantet, guech int moug pe dem ruz, guech o deus liou ar guer pe ar c’hristal. Lavaret e ve avechou e vent goloet a ziamanchou. Ha pa deu an noz en hanv dreist oll, pa veler bolz an Env gant he oll stered peintet e gouelet ar mor, pa veler er memez amzer azioc’h ar penn ha dindan an treid, an astrou caer ha skedus-ze crouet gant Doue hag hadet gantha a villerou tro var dro d’an tamik bed ma emaomp enhan, neuze an den, neuze da viana ar c’hristen a vel he unan e teu an Env hag ar mor paravia da gana eur c’hantik a c’hloar d’ho c’hrouer, da ziscleria pegement ez eo braz ha galloudek. Ha pa deu goudeze ar mor da fulori, ar c’houagou da c’hoeza ha d’en em zevel, an tarziou d’en em strinca gant counnar oc’h ar vri hag ar reier var ribl an aod bete lacat an tevennou da grena ; pa glever an trousmor a laca da dregarni a bell ar meneziou hag an traoniennou, pa glever ar vouez pounner-ze a c’holo pep mouez all var an douar, ha ne zonchfet ket clevet mouez Doue he unan o c’hourdrouz ar bec’herien ?

Ia, ar guel euz ar mor a zao speret an den etrezeg an hini n’en deus na fin na comansanmant, n’en deus termen ebet nag en he hed nag en he ledander, etrezeg an hini a so e pep leac’h, en deuz an oll c’hallout, hag a ren an dour evel ma ren an env hag an douar. Eun den difeiz n’en defe nemet chom eun nebeut var bord ar mor da zonjal a zevri, hag e teufe ar feiz da sclerat he speret. O velet ar c’houagou-ze o vont hag o tont ep eana morse, o velet ar mare o tont d’he boent, hag oc’h en em denna adarre d’he heur ep fazia guech ebet, o velet an tarziou mor-ze o chom ato a za pa vezont deut beteg al leac’h merket dezho, e lavarfe credabl eo red e ve eno eun dorn oll gallouduz hag a gas hag a zigas an doureier-ze evel ma car. Mar deo ker bras, ker gallouduz ar mor pehini ne deo nemet eun dra crouet, pe guer bras, pe guer gallouduz eta ne dle ket beza ar C’hrouer ?

Scrijuz eo guelet ar mor pa vez fuloret. Clevet epken an trouz a ra avechou dre eun nosvez goal-amzer, a so avoalc’h evit lacat ar strafuil e calon tud ha ne dint ket aounik. Evelse eur paien euz an amzer guechall a lavare e voa red e vije tri guiscat dir var galon an hini en doa credet da genta mont e bag var ar mor, abalamour an hini a ia d’en em lacat var ar c’houagou-ze eleac’h ne deus nemet eur planken tano etre ar maro hag hen, a so ato e riscl euz he vuez. Ha gouscoude ar martolod a gar ar mor, en em blij var ar mor, ne goms nemet euz ar mor, a ro d’ar mor an hanoiou tenera a ro an dud d’ar re a garont muia. Var ar mor e rank beza evit beza iac’h, evit ma c’hello dic’hourda mad he izili. An douar ne deo ket dioc’h he zoare. Lavaret e ve n’en defe ket a ear avoalc’h var an douar, ne ve ket eno cre avoalc’h an avel, ne ve ket tom avoalc’h an heol, ne alfe ket he zell en em skigna pell avoalc’h, ne ve ket a drouz avoalc’h evit plijout d’he ziscouarn. C’hoez ar goudron a ra cals mui a blijadur d’he zifronn eguet hini ar bleuniou hag ar frouez euz an douar, ha mar goulennit digantha penauz ec’h ell en em blijout var ar mor trubard-ze a deu da veza bez ken aliez a hini euz ar re a gred raont da verdea varnezhan, penauz ec’h ell en em blijout var al lestr-ze eleac’h m’en deus guelet ken aliez a hini euz he gamaradet lonket gant an tarziou hag eleac’h ma ema dalc’h mad he vuez he unan var var, e rai eur min goapauz, hag e c’houlenno diganeoc’h, dichek, penauz ec’h ellit, c’hui Legislann, cousket dizoursi en eur guele eleac’h ma zeo maro ho tad pe ho tad coz ?

Ha perag kementse ? Doue pehini a fell dezhan savetei an oll, a fell dezhan ive e ve skignet he iliz santel dre ar bed oll, e ve prezeget he aviel, ha casset an anaoudegez euz he hano da gement rum dud so var an douar ; ha setu perag eo falvezet dezhan ive e teuje ar mor da veza eun doare hent braz evit mont d’ar broiou ha d’an enezennou ne alfent ket beza darempredet a hent all. Evelse ar mor braz, eleac’h dispartia an eil broiad tud dioc’h eben a deu da veza eul liam etrezho, a deu da veza eur venoden dre behini e kerz ar re so carget da gas sclerijen ar virionez d’ar re so sebeliet e tenvalijen ar maro, epad ma valeont var roudou re all ha ne zonjont nemet e kenvers hag e madou an douar. Red oa eta evit kementse e vije tud hag a raje micher da verdea, da dreuzi ar mor euz an eil penn d’egile euz ar bed, hag a deuje evelse, etre daouarn Doue, da veza evel benviachou evit sicour dougen he hano d’ar broiou eleac’h ne deo ket anavezet. Meulet eta ra vezo da viken an Dreinded sacr, eun Doue e tri ferson, an Tad, ar Map, hag ar Speret Santel.

————


Da vap Doue en em c’hreat den.
————

Mar tleomp da Zoue ar brasa anaoudegez vad evit hor beza crouet, evit beza roet deomp ar vuez, kement on euz ha kement ma zomp, e tleomp c’hoas muioc’h dezhan evit beza roet he vap muia karet evit hor prena, e tleomp c’hoas muioc’h d’an Doue Salver-ze en deus teurvezet en em ober den ha mervel var ar groas evit hor savetei ; rag an iliz a c’half eurus fazi pe bec’het hon tad kenta, abalamour anez n’hor bije ket bet eun hevelep dasprener, eun hevelep Salver. Meuleudi an Doue Salver-ze, meuleudi he hano santel a dlefe beza dalc’h mad e ginou pep kristen. Setu perag e laker ama eur goms bennag en he henor.

————


Craou Bethlehem.
————

Ar greden euz a eun Doue oc’h en em ober den a zo bet chomet ato etouez an dud, daoust pegement a denvalijen a voa deut da c’holo ar virionez dre ma pelleat dioc’h ar penn kenta euz ar bed. E guirionez, azalek pec’het Adam, map Doue en doa prometet dont da brena an dud reuzeudig a voa en em verzet d’an drouk speret.

Ar bromessa-ze ne voa ket ancounac’het. Ar baianet zoken, pe gen diskiant bennak ma voant oc’h adori loenet ha pep seurt falz idolou, o devoa gouscoude ar greden euz a eun Doue deut da chom en ho zouez dindan furm an den.

Hogen ar bromessa-ze zo bet sevenet, hag ar c’hraou a velomp savet bep bloaz e pep ilis da Nedelec a zigas da zonch deomp ez eo e guirionez map Doue en em c’hreat den, hag ez eo deut da chom en hon touez.

Jesus a deu er bed, dianavezet, paour ha dister. Guelet a rit-hu, dioc’h an abardaez, o vont goustadik gant an hent, tost da gaerik Bethlehem, eul labourer en he vella oad, scoaz oc’h scoas gantha, eur Verc’hez hag e deuz a vec’h pemzek vloaz ? Ar re-ze eo Mari ha Joseph. Deut int di euz a Nazareth ; hogen den n’eo falvezet dezhan rei digemer dezho. Re baour int, hag e clascont brema en dro da gaer eul leac’h bennak da dremen an nos. Digouezout a reont en eul leac’h ma’z eus toullou mengleuz, a zo lod anezho toullet egis creier pe lochennou, hag eleac’h ma teu avechou ar vessaerien pe ar bastored divar dro da glask ar goudor, epad ma tiouallont ho loenet er meziou a zo eno a dost.

En unan euz an toullou-ze en em denn Mari ha Joseph, hag eno, e creiz an noz, eo ganet map an oll-c’halloudek. He vam santel n’e deus nemet truillou da lacat en dro dezhan, eun nebeut plous da lacat dindanha, hag eur manjouer da rei dezhan da gavel. Roue an env hag an douar a deuaz eta didrouz er bed-ma. Ne dlie ket gouscoude chom dianavezet. Eun ael zo casset da gas ar c’helou eurus d’ar bastored a zioualle ho loenet er meziou var dro Bethlehem. An ael en em ziskuez dezho e creiz eur sclerijen gaer hag ho c’halonou a voue carget a drubuil hag a spont. Sonjal a reant guelet Doue, hag ar bobl a Israël a c’houlenne ne velje ket Doue gant aoun da vervel. Dindan al lezen goz e voa an amzer a aoun hag a zoujans ; hogen brema e voa deut amzer ar garantez hag ar fizians.

« N’o pezet aoun ebet, eme an ael dezho ; eur c’helou a zigasan deoc’h hag a roio eul laouenidigez vras deoc’h ha d’an oll bobl. Eur zalver zo ganet evidoc’h hirio e kaer David. » Ha setu kerkent eur vanden aelez o cana a eur vouez : « Gloar da Zoue e barr an envou, ha var an douar peoc’h d’an dud a volontez vad. » Var gement-se an aelez a ieas kuit.

Ar vessaerien pe ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp da Vethlehem da velet ar burzud zo discleriet deomp. » Dont a reont d’ar red. Caout a reont Mari, Joseph hag ar bugel gourvezet er c’hraou. Eno e vouent kenteliet, a lavar deomp an aviel. Mari, ep mar, a voue ar genta a brezegaz aviel he map. Messaerien euruz ! mont a rejont ac’hano en eur renta gloar da Zoue euz a gement o doa guelet ha clevet.

Ar c’hraou a Vethlehem en deus roet tro d’an dud a galon da zevel creier, pephini ervez he zevosion, evit digas sonch euz a c’hinivelez ar mabik Jesus. Ama e cavot eun dorgen pe eun duchen savet ; e beg an dorgen-ze eun toul craou gant eun ejen hag eun azen diabarz, ha neuze ar bugel Jesus er manjouer gant Mari ha Joseph en he gichen. E troad ar menez, bandennou denved o tostaat, lod tostoc’h, lod pelloc’h, hag ar bastored varlerc’h o vont da velet ar bugel nevez ganet. Setu ar pez am eus guelet va unan en eun iliz eleac’h ma vijen chomet a dra zur eun anter dervez da zellet oc’h ar bandennou denved ha pastored-ze a lavarfac’h a ve oll e prez o clask gouzout piou a vezo da genta e kichen ar mabik Jesus. Ne deus netra hag a gomsfe oc’h calon eur c’hristen evel eun tamik menez evelse.

Guelet a rit ar mabik Jesus en he gavel pe mar kirit, en he vanjouer. E beg eur menez ema, en eun toul craou. A bep tu e velit pastored, prez varnezho, o tont d’he velet ; ama zoken, mar kirit sellet mad, e velot eur pastor, lezet gantha lod euz he zenved var he lerc’h, evit en em gaout kentoc’h. Hag ar mabik divin, euz he graou anter digor, a vusc’hoars oc’h an oll vessaerien pe bastored-ze a deu a brez d’he velet ha d’he adori.

En eul leac’h all, e cavit eur c’hraou toet gant plous. Tro var dro eur vezen bin bennag gant scourrou carget a rubanou paper, a gemerfac’h, en eur vont en iliz, evit erc’h, ha zoken, goude beza bet eur pennad o taoulina dirag ar mabik Jesus, e sonch deoc’h c’hoaz eo guez goloet a erc’h eo a zo en dro d’ar c’hraou coant-ze, hag e lavarit : O va Doue, penauz ec’h ell ar bugel paour-ze herzel gant ar riou pe an anoet !

En eul leac’h all c’hoaz e cavit eur c’hraou anter dizolo. Ælez zo o c’hournijal tro var dro ; ar c’hraou avad zo ken dirapar ma tle ar re zoken zo crea ho goad, crena enha gant ar riou. — Pephini evelse en hor bro a Vreiz-Izel, pep parrez a ro da vap Doue eur merk euz he c’harantez hag euz he anaoudegez vad.

Ar c’hraou pe ar manjouer ma c’hourvezas Jesus-Christ enhan e Bethlehem, a zo hirio e Rom, en ilis Santez-Mari major a c’halver ive avechou ilis Santez-Mari-ar-C’hraou. An tamou coat-ze, a zo bet cavel Jesus, a zo hirio prenvedet ha couls lavaret brein. Bep bloaz e vezont roet da ziskuez, da Nedelek, ha tud ep niver, an daelou en ho daoulagad, a deu da zellet outho ha da bidi dirag an tamou coat-ze, ar re bresiusa zo er bed goude coat ar guir groas. An tamou coat-ze zo hirio en eur voest caer great gant cristal, hag an oll a ell ho guelet. Kement christen zo a zrid gant levenez deis ginivelez an hini zo en em c’hreat evidomp bihan, paour ha dister. Ar zonch euz ar mabik bihan-ze, ganet en eur c’hraou, e creiz ar boan, ar baourentez, an dienez a bep tra, ne dai morse euz eur galon hag e deuz eur zantimant vad bennak. Santez Tereza, o veza eun dervez o vale dre he c’houent, a velaz en eun taol dirazhi eur bugel bihan, coant evel ar verelaouen. Souezet meurbet, ar zantez a c’houlennas :

— Piou oc’h-hu ?

Ar bugel a lavaras :

— Livirit din da genta hoc’h hano.

— Me, eme ar zantez, eo Tereza Jesus.

— Ha me, eme ar bugel, eo Jesus Tereza.

Meur a zant all o deus bet an heur vad da velet ar mabik Jesus oc’h en em ziskuez dezho ha d’hen derc’hel etre ho divrec’h, evel sant Bernard, sant Anton a Badou, sant Stanislas Kostka ; hounnez a dra zur zo eur c’hraz euz ar re vrasa ; hogen ne ket red he c’haout ; avoalc’h eo deomp gouzout e chom Jesus e calon an hini her c’har, e calon an hini zo e stad a c’hras. Hiniennou a lavaro marteze e carfent guelet map Doue evel ma her guelas Mari ha Joseph e craou Bethlehem. Hogen na vezomp ket nec’het ; her guelet a raimp goude ar maro, ha neuze ne ket evit eur pennadig epken e vezo, mes evit an oll eternite.

Leveromp eta dirak craou ar mabik Jesus. « Gloar da Zoue en huela euz an envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad. »

————


Nedelek, e troad ar Sinaï.
————

Gouel Nedeleg a zo caer e pep corn euz ar bed. An nosvez-ze a zo caret gant kement a zo christen ; piou ne garfe ket an nosvez a zigas da zonch dezhan euz a eun Doue o c’henel ; eun Doue en em c’hreat den evit he savetei ?

Hogen mar deo caer ar Pelgent e peb bro gristen, ez eo caeroc’h c’hoas var ar mor, a vel d’ar menez-ze ker brudet divar behini e roas Doue he lezen d’ar bobl a Israel.

Bez’edomp, eme an hini a scrif kement-ma, var eul lestr tan euz ar re vrasa. Avel foll ha barrou amzer a ioa bet en derveziou araog, hag oamp skuis maro. Hogen a benn nos Nedelec oa soupleat an avel ; al laouenidigez a ioa deut en dro, hag hor skuisder or boa ancounac’het.

An Env a ioa glaz, ar stered a lugerne hag a ioa evel diamanchou da velet e gouelet ar mor. N’oa ket eun tam coumoul o c’holo an oabl, hag ar zell a c’helle mont en eun doare bennak beteg ar barados dre greiz an Astrou. Ar mor a ioa sioul, hag e velet varnezhan eur roudennad tan a lakea al lestr da zevel dre ma tremene.

A ziou deomp e velet eur menez huel ; ar beg anezhan a vije lavaret a douche oc’h ar stered. Eno eo en em ziskuezas Doue da Voizez ; eno eo e roaz he lezen. Ar Sinaï eo a ioa dirazomp.

Var ar pont, eun nebeut martoloded a zave eun aoter. Eun daol, gant eun douzier guenn evel an erc’h, ha daou gantolor gant diou c’houlaouen goloet gant guer ; n’oa ken. Mes var al lestr-ze nag hen a ioa an dra-ze bras, caer ha dudius ! Adren an-aoter e voa pavillonou gant eur groaz er c’hreiz.

Pa voue scoet ar c’hart araog anternoz, e savas tousmac’h e kement combot a ioa el lestr. An tad M… a veljomp o tont, guisket ganthan he ornamanchou oferenna, hag ar c’halir etre he zaouarn. Pebez drem respectabl en devoa an tad gant ar bouchadou bleo guenn oc’h heja var he dal ! An oll a stoue ho fenn dirag ar missioner a zo abaoue tregont vloaz o vale dre ar bed, o prezek d’ar bobliou aviel Jesus-Christ.

An tad M… en deus baleet euz an eïl penn d’egile euz ar Chin, euz an Indez, euz an enezi. Staget eo bet oc’h ar groas var aodchou an Afrik ; scourjezet eo bet e Sang-Haï, ha prizoniet e Kachemir ; e Tien-tsi en deus douget epad daou viz ar skeul c’houzouk. Epad tregont vloaz en deus gouzanvet, gourinet, labouret ep ean ebet ; ha goude beza labouret epad keit amzer ha gant kement a skuisder, en deuz evit oll danvez eur soudanen gignet, hag eur chapeled corail roet dezhan gant hon tad santel ar Pap pa zeas da c’houlen digant vikel Jesus-Christ beza lezet da vont d’an Ton-King.

Evel a velit, an tad M… a zo unan euz ar vrini dibreder-ze pere, ervez an dud difeiz, a zo o larda gant c’hoezen ar bobl ! Lod a gaf dezho ez int mad e kenver an hevelep tud pa na reont nemet ho gelver tud diskiant.

Eun taol taboulin a voue, hag ar beleg a gomansaz an oferen.

Kement den a ioa el lestr a ioa eno var ar pont dirag an Aoter, cabiten, ofiserien, martolodet, oll en ho brao, hag ive an oll veachourien ha tremenidi, paour ha pinvidik. An oll a ioa stouet dirag an aoter o pidi.

Al lestr coant ha kempennet a zoare, a neue var ar mor evel eur sign, dispag he ziouaskel ganthan, me lavar dispag he voueliou guenn, hag he chiminal o loskel bouilladou moged gris.

Ar mor a ioa didrous, sioul ; menez Sinaï dirazomp : Ne velemp ket evit guir a zioc’h ar menez ar goumoullen tan ha moged her goloe pa zavas Moizes varnezhan ; mes an houillou-mor a eonenne, hag euz an eonen e save flammou tan ; ar pez a rea eun daolen dudius meurbet da velet.

Va c’halon a zride, ha ne ket va hini-me epken, rak gueleta rean eno martolodet, tud calet gouscoude, hag a ruille beradou daelou var ho divoc’h.

Neuze e sonjen ; brema va zud a zo ive er pelgent, en oferen a anternoz. An iliz a zo kempennet caer, leun a c’houlaou, ha tregarni a ra gant son an ogrou. Ama gouscoude on eus caeroc’h taolen ; ama on euz evit goulaou ar stered euz an Env, ha neuze, en dro deomp, ar flammou tan a zao euz an tarziou mor hag a velomp o sevel a bell hag a dost evel pa falfe dezho hor saludi dre ma tremenomp. Evit ogrou on euz an trous-mor a zo ato cre he vouez pe ger sioul bennag e ve ar c’houagou.

Dont a ra ar gorreou ; ar c’hloc’hik bihan a zon ! Jesus a zisken en hon touez ; ne zisken ket, evel ma reas var menez Sinaï, evel eun Doue oll galloudeg, evel eur mestr a deue da rei he lezen ; disken a ra evel eun Doue salver a deu da c’houlen hor c’halonou ha da zavetei an eneou. D’ar mare-ze euz an oferen e caner peurliessa e pep parrez eun Nouel evit saludi donedigez ar mabik Jesus. Ama ive an daou vartolod a responte an oferen, en em lakeaz ive da gana eun Nouel gant eur vouez hac a lakea ar mor da dregarni a bell. Hogen sonjit pebez taol a scoaz em c’halon pa ho c’hleviz o cana evelen :

Silaouit eun Noel, pe eun nevezinti,
A ro eur sujet bras deomp d’en em gonsoli,
Ar c’hinivelez eo euz hon Redemptor ker,
A zo deut er bed-ma evit clask ar pec’her.

An daou vartolod a ioa euz a Vreiz-Izel, hag a gane, var ar mor ruz, an Nouel-ze ken anavezet en ho bro.

Me ive am oa clevet meur a vech cana an Nouel-ze ; hogen biscoas n’en doa scoet va c’halon evel ma reas neuze ; mont a riz, evit doare, er meaz ac’hanon va unan, rak ne vouezis mui petra dremenaz er rest euz an oferen, na penauz ec’h echuas. Sonch am euz epken e skuillis cals daelou, hag e voa deut ar zonch-ma em speret : brema ema va mam o pidi evidon, ha ne voar ket ema he map trivac’h cant leo diouthi, var ar mor bras o tistrei d’he vro, hag her guelo kentoc’h eget na esper. Ar Verc’hez santel e deus kemeret soursi anezhan, hag hen digas d’ar gaer iac’h ha seder.

Pa deuiz enhon va unan ez oa daou vartolod em c’hichen o sec’ha va daelou, an daou vartolod o doa canet an Nouel. Lamet a ris gantho d’ho briata ha da boket dezho, rak biscoaz em buez, ha credabl eo hag e vefen coz, morse netra ne roi d’am c’halon eur blijadur ken dudius, ker c’hoeg evel an hini a zantiz o clevet cana an Nouel-ze dirag an Aoter var al lestr-tan e creiz ar mor bras.

Nag hen a zo caer ha dudius kanaouennou Breiz-Izel pa vezont clevet pell dioc’h ar gaer !

————


Noz Nedelek e Bethlehem.
————

Bethlehem ! ar guæric e pehini eo ganet Jesus-Christ ! nag a draou ne lavar ket ar ger-ze epken da galon eur c’hristen ! E Bethlehem ez eus var dro pemp mil den, hag an anter gre anezho so christenien catholic. An dud-ze so fouge enho da veza euz a Vethlehem, hag a dra zur, ne deo ket ep abeg, p’eo guir ec’h ellont lavaret ez int kenvroiz Salver ar bed.

Ne oufe den lavaret pegement a blijadur a vez eno o velet noz Nedelec o tont. An noz-ze a garont dreist pep tra. En ho goad ema ar garantez-ze, ha mont a ra euz an eil rum d’egile ep ean ebet. Ho guelet a rer goazed ha merc’hed, coz ha iaouanc, bemdez bemdez el leac’h m’eo ganet Jesus, o poket d’ar vein o deus touchet oc’h he izili sacr. Evit kementse tud Bethlehem n’ho deus ket ar vez-ze, galvet respet humen, pehini a vir aliez e leac’h all oc’h meur a gristen da ziskuez ar sonjou a vez en ho c’halon. Ama evit guir emaint etouez an Durked hag ar Grecianet pere ive a heul pephini he relijion ep ober van euz ar pez a oufet da lavaret ; mes e guirionez, ar gristenien catholic n’o deus ket ive a aoun o tiscuez e caront craou Map Doue. Ar c’hraou-ze so dalc’het neat ha digatar, beteg ar vein a so enhan flour evel eun daol ar vraoa. Ar goulaou a zalc’her eno zo ar brassa evez evitho ; morse ne gafet diverachou dindanho.

Mes evit noz Nedelec e Bethlehem, ne aller ket lavaret pe ger caer eo. Pa vezer eno, e ranker chom sebezet da zonjal, da zellet, da danva eun dra bennag eus ar pez a dremen. Cridi a rer guelet ar batriarched hag ar re goz euz a amzer Jesus-Christ ; c’hoant a ve da c’houlen digantho petra so c’hoarvezet ; peleac’h ema ar c’hrouadur a glascont.

Noz Nedelec zo caer e pep leac’h en Ilis catholic ; mes ne deo caer nemet dre ma clasker eur skeuden bennag euz a Vethlehem, Ar zonch a ia da graou Bethlehem, hag e creder guelet ar Bugel Jesus, ar Verc’hez, Sant Joseph, ar Bastoret, Rouanet bro Sao-Heol. Mes pa vezer e Bethlehem, e caver e guirionez ar pez a glasker e lec’h all. Ne velit eno evit guir nemet eur c’hraouic hag a so eun toul en douar, izel, striz, eleac’h m’eus beac’h o caout an halan pa en em stard an dud enha ; mes bez’e maoc’h eno e craou Jesus-Christ. Ar vein a zo eno a gavit ien evel ar vein all pa bokit dezo ; mes ar Bugel divin so bet var ar vein-ze. Unan so huel, ha var hennez e voue Jesus pa c’hanas : eun all so izeloc’h, ha var hennez e voue laket gant he Vam santel goude m’e doa he vailluret. Hennez oa a zervichas dezan da gavel. Goudeze en em gavit var ar vein var bere oa azezet Mari ha Joseph o sellet oc’h ar bugel mailluret. Ne de ket christenien catholic epken eo a gavit eno oc’h enori Jesus hag he vam, mes c’hoas Russianet, Grecianet, Armenianet. Bete Turket zoken a deu di, rag ar re-ma ive a gar Mari, a zigas ho bugale da ginnig da Vari, ha kementse abalamour ma zeo mam ha guerc’hez.

Da anternoz e vez an oferen genta, ha goudeze e vez eno kement a oferennou, ma vez bloavechennou pardaez araog ma vezont lavaret oll. Epad an amzer-ze, ofis an noz a vez canet gant solanite en ilis a zo azioc’h ar c’hraou, ha tud avoalc’h a vez eno evit carga dalc’h mad ar c’hraou hag an ilis a zioc’h.

Imach ar Mabic Jesus a vez benniget ha savet da ziskuez d’an dud. Neuze e zear e procession da aoter ar C’hinivelez. — Digouezet eno, an Avieler a gan an Aviel. Pa erruer gant ar c’homzou-ma : hag e c’hanaz he map hena, ar Mabic Jesus a vez laket var ar mean hen digemeras pa deuas var an douar ; d’ar c’homzou-all-ma : hag hen mailluras gant lianennou, an Avieler a laca eul lianen en dro d’ar Mabic Jesus ; erfin d’ar c’homzou-ma : hag hen lakeas da c’hourvez er manjouer, an Avieler a gas ar Mabic Jesus hag hen laca da c’hourvez en eur c’havellic var ar memes mean a zerviche da vanjouer ha var behini oa bet gourvezet Salver ar bed. — Goudeze ec’h echuer an Aviel, ha pa glever ar c’homzou-ma : n’oa ket a blas evitho en hostaliri, calonou an oll a vez evel mantret, hag e chomer eno pell ha sioul da zonjal ha da zellet oc’h ar bugel divin ; rak credi a rer he velet beo evel en nosvez ma c’hanaz eno evidomp.

————


Eur bugel o rei he galanna d’ar mabik Jesus.
————

Daoulinet dirak da graouik
Mabik Jesus, dit me innik,
Va feden ar galoneca,
Ha va mennoz al laouena.

Me fell din rei dit kalanna,
Dal ! etouez ar braoigou-ma,
Kemer an hini a gari,
A greis calon dit m’en roi.

Petra blich dit ? va madigou ?
Va zabren vras ? pe va c’hillou ?
Va marc’h iell pevar houarnet ?
Pe va renkennad soudardet ?

Marteze te a gavo guell
Va mein-pal pe va c’hornigel ;
Pe va bagig a voar neun flour
Vel eunn ouad var ar voas dour ?


Bez’e p’o va zrompill skiltrus ?
Va zaboulin, va zok bouch ruz ?
Pe va c’hontellik troad melen,
Eur suterezig en he fenn ?

Sell ! cas ganhez va c'houlmik venn
En he c’haouet souchet kempen ;
Neuze, mar kerez, va beufik
A voar cana ’vel eun eostik.

N’em c’hlevez ket ? gouela a rez ?
Riou ac’h eus mab bihan kez
Ro peoc’h ! ro peoc’h ! ha deus du-ma,
Va mam a rai tan d’as toma.

Petra’s pezo d’as kalanna ?
Oh, mabik bihan, lavar din-ta !
Da boaniou a ra poan din-me,
Mar gouelez, sell, me vouel ive.

Ah ! brema e teu da zonch din,
Va mam hen lare deac’h vintin :
Eur galon venn, eur galon c’hlan
Eo a blich d’ar mabik bihan.

Neket madigou, braoigou
Eo a glaskez en da graou,
Mes eur galon voar da garet
Ha pidi dirazout stouet.

Da zaoulagad a bar skedus,
Var ar bugel mad, truezus
A voar lacat gant he zornik
Bara e dorn ar minorik.

Ro-ta, va mam, ha ro fennoz,
D’ar beorien geiz va dillad coz.
D’ar vugale a zo e poan,
Evel m’ema’r mabik bihan.

Va mam, lavar din ar beden
A livirin iviziken :
Mabik Jesus, me ho caro !
Mabik Jesus am bennigo !

————


Cantik en henor da hano Jesus.
————
Ton : Ni ho salud, ô leun a c’hras.


1

E peb amzer hag e pep bro
Ra vo benniget hoc’h hano,
Jesus !
Ra vo benniget hoc’h hano.

2

Euz eur penn d’ar penn all ar bed,
’Tle gant an oll beza meulet
Jesus !
’Tle gantan oll beza meulet.

3

D’hoc’h hano pep glin ’dle plega,
Hag er bed all hag er bed-ma.
Jesus !
Hag er bed all hag er bed-ma.

4

Dindan an Env ’vit bea salo,
N’eus roet ken nemet hoc’h hano,
Jesus !
N’eus roet ken nemet hoc’h hano.

5

Gant fizians nep en em erbed
Ouz boc’h hano, ’vezo salvet,
Jesus !
Ouz hoc’h hano, ’vezo salvet.

6

Eun eol dous eo hag eul louzou,
A bare an oll glenvejou
Jesus !
A bare an oll glenvejou.

7

D’ar galon e ro levenez
Ha d’an ene magadurez.
Jesus !
Ha d’an ene magadurez.

8

Sclerijen a ro d’ar speret,
Ha strafuil bras d’an drouk-speret.
Jesus !
Ha strafuil bras d’an drouk-speret.

9

Nep en deuz eur vech tanveet
Dousder hoc’h hano benniget
Jesus !
Dousder hoc’h hano benniget ;

10

Ne gaf mui netra dudius
Nemet hoc’h hano burzudus.
Jesus !
Nemet hoc’h hano, va Jesus.


Himn an Ilis.
————

Jesus ken dous da envori,
A ro d’ar galon guir dudi,
Dreist pep tra ac’hanoc’h ar guel,
A zo dousoc’h eget ar mel.

N’oufet na cana, na clevet,
Na sonjal, zoken tra ebet,
Ken dous, ker c’hoek, ken dudius
Evel hoc’h hano, va Jesus !

Jesus fizians an den keuziet,
Ken truezus d’an nep ho ped
Ker madelezus p’ho clasker !
Petra oc’h ta pa ho caver !

Morse teod ne lavaro,
Na morse pluen ne scrifo,
Evit credi, tanva zo red.
Petra eo, Jesus, ho caret !

Jesus, bezit hon levenez,
Hor gobr e tleit beza ivez ;
Ra vo hor gloar enhoc’h epken,
Hed an oll amzer, da viken !

Jesus, Roue or Rouaned,
Da beb enebour treac’h bepred,
Dousder dreist an oll dousderiou
C’hoant birvidig an eneou.

Pa deuit da chom en hor c’halon,
Evel splam petra zo guirion,
Ar bed vean a gaf divalo,
Tan ar garantez he dêo.

Jesus dousder ar c’halonou,
Dour beo, sklerder an eneou,
Kalz en tu all da bep levenez
Hag ive da bep c’hoantegez.

Ra deuimp oll da anaout Jesus,
Da c’houl he garantez nerzuz ;
Klaskomp Jesus ato, gant prez,
Klaskomp-hen a briz hor buez.

Ra deui hor mouez d’hen henvel,
Hor buez ra vo outhan henvel
Ra deui hor c’halon d’he garet,
Ha brema hag ato bepret.

Henor an Ælez, ô Jesus !
D’ar skouarn eur c’han dudius,
D’ar ginou ar mel an dousa,
D’ar galon ar bouet ar c’hueka.

Nep o deuz eur vech ho tanveet
O deus deoc’h ha naoun ha sec’het,
Netra mui ne c’hoanteont,
Nemdhoc’h, Jesus, a garont.

O Jesus va muia karet,
Fizians an ene glac’haret,
En eur vouela ni ho klasko,
A greis kalon ni ho kalvo.

Chomit ganeomp, o va Doue
Da sclerijenna hon ene ;
Ma vezo sclereat hor speret
Hag a zousder carget ar bed.

Jesus boked ho mam guerc’hez
Hon dousder hag hor c’harantez,
Meuleudi deoc’h ha d’hoc’h hano,
Renit varnomp evit ato.

————


Eteo Nedelek
————

Madalen Pelliven, greg eun deveziour paour, a voa chomet intanvez gant pevar c’hrouadur, Mikeal pehini a voa commanset, da c’hounit eur guennec bennag ; Louiza oajet a bemzeg pe c’huezeg vloaz, hag a voa abaoue tri bloaz etre an tan hag he guele gant eur c’hlenved langis ; Laouik potric etre nao ha deg vloas, hag Annaïk pehini ne doa nemet seis vloas.

Derc’hent Nedelek edo an intanvez paour oc’h oza eun tam iod guinis du da vern, pa deuas Laouik da c’houlen outhi :

— Va mam, ne ket hirio ema ar Pelgent ?

— Eo, va map, hirio ema sur.

— Va mam, ne velan ket a geuneut aze ken ; n’on devezo ket eteo Nedelek er bloa-ma ?

— Mar bez paet he zerveziou d’as preur, e prenimp peadra d’ober eteo Nedelek. Ma na roer ket a arc’hant dezan, e vo red tremen evelse.

— O mad, mam, ma n’or bez ket eteo Nedelek, ne deui ket ive ar Verc’hez ama fennos. Gouscoude ma vije deut, marteze e divije pareet Louizaik.

— Marteze zur, eme ar vam, an daelou o tont en he daoulagad. Mes kea da c’hoari, marteze arog an noz e vezo deut eun eteo deomp en eun doare bennag.

Pa voa dare mern, Laouik a ieaz da c’helver he c’hoar vian a voa o c’hoari er maez. Houma a deuas peursdu he divoc’h gant ar riou, rag an avel a voa ien.

— Va mam, emezi, sellit, an erc’h o coeza. Oh ! al labouset bihan a goezo truez outho brema avad ? Ne gavint tam da zibri ! Va mam, roit eun tamic bara din da gas dezo.

— Doue en devezo sourci anezo, va merc’h.

— List ac’hanon, va mam, da gas eun tamig dezo.

— Mad, cas-ta.... Gouscoude an intanvez paour a lavare outhi he unan : abenn eun dervez pe zaou, bugale baour, n’em bezo ket eur c’hinaouat da rei deoc’h, hag e vezo truezussoc’h ho stad evit hini al labouset keiz. Rag n’oa mui cazi tam en ti ha n’oa ket eur guennec.

Annaik ha Laouik a voa eat ho daou da deleur bruzun bara d’al labouset bihan e kichen an treuzou pa glefjont eur vouez c’hroz o lavaret en eur c’hrosmolat :

— Ma ne ket eun truez guelet teleur bara evelse da goll, ha beza kement a dud dare da vervel gant an naoun dre an amzer griz-ma, tud ha ne gavont ket eur c’hinaouat vara da zibri !

An daou vugel a voue spontet o clevet ar vouez-ze, mes ho aoun ne badas ket pell, rag guelet a rejont en ho c’hichen eur paour kez clasker a voa boas da zont di da c’houlen an aluzen.

— Ne ket da goll eo e taolomp ar bara, eme Laouik, d’al labouset bian eo pere ne gavont brema tam gant an erc’h.

— Bugale vad oc’h, eme’r paour ; ha pa oc’h eus truez oc’h al laboused, ho pezo ive truez ouzin-me. Me’m eus ive naoun.

Madalen a roas he vern d’ar paour coz ous taol gant he bugale. Ar paour a glevas eur glemaden bennag en eur guele :

— Unan clan bennag oc’h eus, emezhan ?

— Ia, eme’n intanvez ; va merc’h hena. Tri bloas so ema var ar guele-ze, ha n’eus kelou ebet dizi da barea.

— Paour kez merc’h ! Pe oad e deus ?

— D’ar Chandelour e devezo c’huezec vloas.

— Kenta guech ma zin da Zant Ian ar Biz, pe da Rumengol, pe da Zantez Anna Vened, bezit sur e pedin calonec hor Zalver Jesus hag he vam an Itron Varia da zigas trum ar iec’het d’ho merc’h. Bennos Doue deoc’h ha kenavo !

— Kenavezo, eme an intanvez. Hag an daelou a deuas en he daoulagat, rag sonjal a rea : varc’hoas marteze e rankin eveldan mont da glasc va zam.

Etre daou an hini glan a grie : va mam ! va mam ! Neuze Madalen a lavaras d’he daou vugel bihan : it alesse ho taou da c’hoari evit ma zin vardro ho c’hoar.

Deus da c’hoari ta, Laouik, eme ar verc’h vian ! Mes Laouik a jome souezet. Abenn eur pennad e lavaras d’he c’hoar evel eun den bras : te ne ouzout ket te, te so re vian, mes me a vel avoalc’h. N’em eus ket a c’hoant da c’hoari pa velan va mam ken trist, ha va c’hoar vras ker clan. Ha neuze, ember ema Nedelek, ha n’or bezo ket a eteo da lacat en tân.

— N’hor bezo eteo ebet, eme Annaik ; ô va Doue, neuze ne deui ket eta ar Verc’hez da doma he zreid ?

— Ma vije bet tud ar maner er ger, eme Laouik outhan he unan.

Etre ma comze evelse an daou vugel, e clefjont ho c’hoar glan o cana. Souezet e vouent, rag pell a voa n’o doa ket clevet he mouez. Louizaig e devoa eur vouez caer hag a gane dudius pa voa iac’h. Brema oa eat he mam var he zro, hag hi pehini en em gave guelloc’hig, a voa en em laket da gana eun Nouël.

An daou grouadur a redas da gaout ho c’hoar :

— Guelloc’h en em gavez, ha ne ket ta Louiza, eme Laouik ?

— Daou zervez-zo, emezhi, em eus nebeutoc’h a boan. Va mam vad e deus pedet kement evidon, ma en deus bet Doue truez ouzin.

Ar vam baour, o velet he bugale en dro dizi, a ancounac’hee eun nebeut he faourentez hag he foan speret. Ar glanvourez a jomas eun nebeut var zao, mes souden e vancas he ners dizi, hag e voue red he dougen adarre d’he guele.

Souden e tigouezas ive ar map cossa. Mikeal ! Mikeal ! eme ar vugale vihan. Mes Mikeal n’oa ket laouen, ha ne lavare ger.

— Ne c’heus bet netra, eme he vam ?

— Netra, va mam, emezha. Ar re ne vanc netra dezho ne zonjont ket e c’hall ar re all caout izom. Ar re-ma n’o deus bet tam ? emezhan o tiskuez an daou vihan.

— Oh eo, evit hirio o deus bet. Mes varc’hoas, antronoz da hirra ne jomo mui tam.

— Sellit va mam, ma trofe em penn !…

— An intanvez e devoue aoun o clevet he mab. Petra rafez ? Petra, en em zevel a rafez a enep an Aotrou Doue abalamour ma ro poan ha dienez deomp er bed-ma ?

— Oh ! ne ket. Mes ne chomfen mui da labourat douar. Mont a rafen da zoudart pe da vartolod hag e c’hounessen guelloc’h bara deoc’h.

— Petra, va map, ez afez da zilezel da vam, da vreur, da c’hoarezed ? Petra deufemp-ni da veza ?…

An daou vugel bihan n’o doa lavaret ger bete neuze, mes neuze e tiredjont da gaout ho breur hag e lavarent dezan gant eun ton glac’harus : Mikeal ! arabat mont kuit !

Mikeal a lavaras neuze d’he vam. Mad va mam, kemerit fizians, ne vezimp ket reuzeudic ato ; Louiza a bareo eun dervez bennag, ha neuze e vezimp aessoc’h evit brema.

— Doue ra roi dit da c’houlen, eme ar vam.

An intanvez a lavaras neuze da Laouic lavaret he Bater ha mont da gousket. Goude ez eas da gas ive he merc’h vihana d’he guele. Houma a lavaras neuze :

— Va mam, me ne din ket d’ar Pelgent neuze-ta ?

— Nan va merc’h, n’oc’h ket bras avoalc’h c’hoas. Ne dai nemet ho preur cossa ha me.

Laouik pehini en doa clevet, a grias neuze oc’h he c’hoar : Ro peoc’h, Annaik ; te ne ouzout ket ! ar re a jom er gear a vel ar Verc’hez pa deu da doma he zreid, hag ar re a ia d’ar Pelgent n’he guelont ket ! Ar verc’h vihan a gouscas neuze laouen.

Laouic, evel a veler, n’en doa ket collet c’hoas esper da gaout eteo Nedelek, n’en doa ket collet esper e teuje ar Verc’hez d’an ti. En em daolet oa var he vele ep divisca tam dillad, hag evel ma c’helle mont er meas eus an ti ep heza guelet, ne zaleas ket da vont goustata ma c’helle. He zonch oa mont d’ar maner da gaout unan eus ar plac’het a anaie mad, ha da c’houlen eur pilcoz da ober eun eteo Nedelek. Mes evel ne felle ket dezan caout evit netra, e cassas gantha eur gaouet en devoa evit he rei eleac’h ar pilcoz. Rag Laouik, mar plij, ne felle ket dezan caout eun dra bennag en aluzen.

Noz oa ; erc’h a gueze druz, hag ar guenodennou a voa eul lisser venn varnezo. Mes Laouik n’en doa ket aoun. Ne zonje nemet er blijadur o divije he vam, he vreur, he c’hoarezed pa veljent an eteo. Eun anter heur goude edo Laouik e tal dor ar Maner. Skei a ra var an nor, hag e teu eur servicherez da zigeri dezan.

— Sell, Laouik, te a zo aze ? Petra : goasset eo d’as c’hoar ?

— Oh ! ne ket. Guelloc’h eo zoken. Me’m eus c’hoant da goms oc’h Armela. (Da Armela en doa c’hoant da verza he gaouet, evit prena gant he arc’hant eun tam coat.)

— Armela e deus re a brez fennoz. Red e vezo dit gortoz eur vech all.

— O va Doue, eme ar potric, brema em oa c’hoant d’he guelet. Hag ez eas trist evel ar maro.

Dre chans, an itron pehini a voa eat eun nebeut a voa da veachi gant he hugale, a voa digouezet er guær en deiz-ze. Ar vugale pere a anaie mad ar potr, a glevas ar pez a dremene etre ar servicherez hag hen, hag a ziredas d’he gaout. Ar re-ma a voa teir demezel, unan anezo er memes oad gant Laouik, hag an diou all cossoc’h.

— Sell ! Laouik Pelliven ! Petra zo, Laouik ? Hag hi o cregi en he zaouarn hag oc’h he zacha d’ar zal da gaout ho mam, an Itron Kerivaz. Laouik a voa eat lent bras, ha n’en doa ket ken nebeut a c’hoant da lavaret pe seurt dienez a voa en he di. Mes an itron vad ha carantezus a gomzas ker brao outhan, ma clevas gantha oll. An teir demezel a deue an daelou en ho daoulagad o clevet pebez paourentez ha pebez nec’hamant a voa e ti an intanvez keaz, eleac’h n’oa ket a vara na zoken eun tam coat da lacat en tan evit noz Nedelek.

Laouik a voue great stad anezhan. Roet oue dezan bara, frouez, ha kement a blij d’ar vugale, evithan he unan hag evit cas d’he c’hoar vian. An hini eus an demezelled a voa eus he oad a fallas dizi mont gantha d’ar c’hardi evit he sicour da zibaba an tam coat a blische muia dezhan. Laouik a ginnigas neuze dizi he gaouet evit he bilcoz. An demezel ne felle ket dizi kemeret ar gaouet ; mes ar potr he lezas eno, rag ne felle ket dezan caout an tam coat evit netra. Neuze e zeas laouen d’ar gaer, ha ne fallas ket dezan ez aje eur mevel d’he zicour petra bennag ma e devoa an itron galvet unan eus he mitizien evit kementse.

An Itron Kerivaz e devoa sonch er bloavez-ze da rei pep a vontr d’he merc’hed evit ho delou mad. Pa voa eat ar potric en hent, an teir demezel en era glevas entrezo, hag a c’houlennas digant ho mam rei dezo en arc’hant talvoudegez ar montrchou, evit ma c’heljent rei bara da intanvez Pelliven ha d’he bugale.

Biscoas goulen n’en doa great mui a blijadur d’ar vam gristen. D’he zro e teuas daelou a laouenidigez en he daoulagad o velet calon vad he merc’hed, ha var an heur e roas dezo ar pez a c’houlennent. Mes lezomp ar maner evit mont varlerc’h Laouik.

Madalen hag he map cossa a voa cousket pe da viana anter gousket unan a bep tu d’an tan o c’hortoz ar mare da vont d’ar Pelgent. Pa lavaran en dro d’an tan, e fazian ; guell e ve lavaret, unan a bep tu d’an oalet ; rag n’oa nemeur a geuneut d’ober tan. Setu hi o clevet trous er penn izela an ti.

Daoust ha Laouik a ve clan ? Eme ar vam, hag hi buan da velet. Mes souezet e voue oc’h he velet o tont en ti gant eur pez tam coat var he scoas. A beleac’h e teuez emezhi ! — Eteo Nedelek ! eme ar bugel ! Eteo Nedelek ! eme ar map cossa.

— Va mam, eme Laouik, hirio er Pelgent e c’hallot lavaret eur Bater muioc’h evit an dimezellet. Digantho em eus bet an eteo-ma. Ep dale e voue guelet tan bras en oalet, hag eteo Nedelek o tevi en ti paour kercouls a ma rea e tiez ar binvidien. Ho zri e kichen an tan, ar verc’h vian pehini a voa dihunet, ha beteg an hini glan, oll oa deut al laouenedigez dezo gant eteo Nedelek ; ha Laouik a voue lezet da vontive d’ar Pelgent gant he vreur hag he vam.

An intanvez a bedas c’huec epad ar Pelgent. Mes en eur vont hag en eur zont ne gomze nemeur. Eun dra a rea nec’h dizi. E Breiz-Izel e ma ar c’hiz da gaout fiscoan pa zistroer eus an oferen a anternoz. Madalen bete neuze e devoa ive bep bloas roet ho fiscoan d’he bugale an nosvez-ze. Mes brema ne voa tam en ti, a veac’h o divije eur c’hinaouat bennag antronoz. Red e vije chom ep fiscoan. Setu ar pez a rea anken d’ar vam baour. Hogen er maner e voa sonjet ive e kemense. An Itron Kerivaz hag he zeir merc’h o doe great cals goulennou oc’h Laouik, ha clevet o doa oll penn da benn gantha pebez paourentez a voa el lochen ; pe ger ber oa ar peuri enhi, pe gen ankeniet oa ar vam, pe ger clan oa ar c’hoar vras. Sonjet o doa ne ket eteo Nedelek epken o doa izom da gas d’an ti-ze.

En eur vont d’ar Pelgent e lakejont en eur baner kement a voa ret evit eur fiscoan caer, ha goude an oferen e teujont trum evit gallout, en eur dremen, mont el lochen araog ma tigouesche an intanvez hag he bugale. En eul lochen evelse var ar maez, ne ket red caout alc’huez evit mont en ti. Ne vez peur liessa nemet eur prenner coat hag an nep a voar an doare, ne vez ket nec’het evit lamet ar prenner-ze. An dimezellet, pere a voa boas da zarempret lochen Madalen, a zibrennas ep poan ebet. Mont a rejont didrouz, dispaca a rejont an douzier, hag e lakejont varnezhi ar pez a voa deut gantho ; eur vichen vara guenn, amann, crampoez ha kuignou ; eur voutaillat chist ha pep a veren evit tud an ti. Neuze eur pot leun a dhe laket var an oalet e kichen eteo Nedelek.

Epad ma edont oc’h ober ho c’heusteuren, ar verc’h viana a ziunas hag e devoe aoun. Ober a reaz eur sell bennag, mes ne grede ket crial. Guelet a reas eur sae venn, hag e crede mad oa ar Verc’hez oa a ioa deut da doma he zreid. Unan euz an demezelled a dosteas oc’h he guele hag a lavaras d’ezhi : N’ho pet ket aoun, me zo deut da zelc’her tan en eteo Nedelek abenn ma teui ho mam d’ar ger. Neuze an demezelled en em dennas sioul.

Prestig e tigouezas ive an intanvez gant he daou vap. Kerkent ha ma ho c’hlevas o tont en ti, ar verc’h vian a grias : Va mam ! va mam ! Bet eo bet ar Verc’hez ! N’em eus ket guelet he bizach, mes guenn cann eo, hag eur vouez dous e deus evel eun eal.

Etre daou Laouik en doa guelet dija petra voa var an daol. Bet eo sur, va mam ! Sellit zo ama ! hag ouspen ar bouet a ioa eno e poursach, he zorn a guezas var eur ialc’had arc’hant. Sellit, va mam, arc’hant so ive ! Ar Verc’hez so bet ama sur ! An itron Kerivaz e doa roet ar fiscoan, hag an dimezellet o doa lezet eno, en eur ialc’h, talvoudegez an delou mad a dlie ho mam da rei dezo.

Madalen Pelliven a zirede an dour eus he daoulagad, hag en em daolas d’an daoulin da ober eur beden calonec evit tud ar maner, rag hi hag he map cossa a vouie avoalc’h piou oa ar Verc’hez a voa bet eno.

Antronoz vintin, an hini glan a lavare ive d’he mam ; va mam, me ne ouzon ket pe eun huvre am eus bet, pe ez eo guir ar pez am eus guelet. Ar Verc’hez pe eun all bennag guenn cann, guen skedus, so bet en ti. Me’m eus clasket digeri va daoulagad, mes ho zerra am eus ranket, kement e lugerne. O sonjal e c’helje beza ar Verc’hez, em eus he fedet, mes a galon epken, da rei din ar iec’het, hag oun en em voestlet da vont da zervicha Jesus hag he vam santel d’ar gouent, mar bijen pare. Mes n’em eus great nemet huvreal, ha ne ket-ta, va mam ?

— Eo, va merc’h, hoc’h huvre so guir. Neuse e lavaras dezhi ar pez a voa c’hoarvezet. Mes, va merc’h, eme an intanvez, neuze-ta, mar pareit, em c’huitaot.

— Oh ! va mam, mont da zervicha Doue ne ket ho kuitat eo.

An deiziou varlerc’h, Madalen a ieas gant he bugale da drugarecat an itron Kerivaz hag he demezellet.

Louizaik, ar verc’h clan, a bareas. Da viz even oa cre avoalc’h evit mont da bardona da Rumengol ; ha goudeze eo eat d’ar gouent evel m’e doa en em voestlet da vont. Mikeal a zo demezet da verc’h an hini ma laboure dezan. Laouik so er maner e servich an itron Kerivaz. N’eus mui gant an intanvez nemet ar verc’h iaouanca pehini so en oad da ober he fasc er bloa-ma, hag a so ive brema bras avoalc’h evit mont gant he mam d’ar Pelgent. Setu penaus e coez bennoz an env var an tiez eleac’h ma zeus doujans Doue, var eur vam hag a boagn da rei eur gelennadurez kristen d’he bugale.

————


Al laboused o renta ho dever d’ar mabik Jesus.
————

Ervez eur barz euz an amzer goz, an nosvez ma voue ganet mab Doue e craou Betleem, Ælez, var ho diouaskel alaouret, a ziskenne euz an Env da renta henor d’ho mestr mad en em c’hreat den. Al labouset ive a nije hag a c’hournije dre’n ear evit dont da renta ho dever d’ar bugel divin. Pephini a gane he zon azioc’h ar c’havel paour eleac’h ma voa gourvezet Roue an Env goloet gant truillou. Ar guennili a iea hag a zeue, hag a lavare en ho iez : « Pebez toen fall ! pebez craou dirapar ! Bugel paour ! bugel coant, na c’hui zo trist ho toare var ar plouz-ze ! List ac’hanomp, ni voar mansonat, ni zavo deoc’h eul lochen goudouroc’h evit ho craou ! »

Ar glujuri a zigouez hag a lavar : O bugel kez na c’hui a dle caout riou, annoet, aze ! Ni zo tomder ganeomp. List ac’hanomp da c’hluja varnoc’h hag e tomimp deoc’h hoc’h izili.

An durzunel en em gaf neuze, ha mantret o velet ar stad paour euz ar bugel nevez ganet, en em laca da hirvoudi, da gana eur zon ken truezus ma voa dare an oll da vouela oc’h he c’hlevet.

Setu an eostig (rosignol) o tont hag oc’h en em lacat da damal an durzunel : « Ne ket soniou truezus, glac’harus, canvaüz eo a ranker da gaout elec’h ma’z eus poan ha paourentez. Clascomp hor c’hanaouennou caera ha gaea, ar c’hanaouennou a zigas laouenedigez e calon ar re ho c’hleo. » Neuze en em laca da zistaga ar c’haera kanaouen en doa canet biscoas, da denna euz he c’houzoug an dudiusa soniou gant pere labous en deus biscoas laket da dregarni an traoniennou, ar meziou har ar c’hoajou. Cas ha digas a rea he vouez, guech huel, guech izel, guech gros, guech moan ; an oll a jome souezet d’he silaou : an oll a zride gant plijadur ; ar Mabik Jesus he unan a vusc’hoarze, hag ar Verc’hez santel pehini bete neuze ne doa ket distroet he lagad divar he map benniget, a zavaz he fenn da velet var be scour e voa en em laket an eostik da vuzicat.

Pa en devoa an eostik canet eur c’houblat hir ha dudius, ar pabor a lavaraz : Eanit, n’en em scuizit ket re. Ni, an eostik-bail ha me, hag an drascl, hag ar voualc’h, ha cals labouset all a zo ama, ni a ia da ziscana ouzoc’h, ha mar her c’havit mad, ni a gano evelse bep eil ; ha setu ar pez a rejont epad an nosvez eurus-ze.

Hogen bevech ma c’hechue an eostig he goublat, an alc’hoeder a zave en ear. Ne gave ket dezhi e vije deut labouset avoalc’h ; ne gave ket dezi zoken marteze e vije deut Ælez avoalc’h euz an Env, hag e lavare en eur zevel : pell, pell, pell e chomit ! hag en eur zisken e lavare adarre : deuit, deuit, deuit !

Etre daou an ouad, ar c’hrag-ouad ha meur a labous all a ioa eno ha ne vouient ket cana, en em gleve etrezho da vont da ginnigen ho flun d’ar Mabik bihan da lacat dindanha hag en dro dezhan, evit ma vije souploc’h dezhan ha tomoc’h. Al Laouenan en em ginnige da denna drein, gant he vegik moan, mar daje morse drean ebet e troad ar bugel divin-ze, hag ar boc’h-ruz da zec’ha ar goad gant he vruched. — En eur ger pephini euz al labouset a c’houlenne renta d’an Doue Salver ar zervich a elle. — Hag ar c’hristen ive, ep mar, ne lezo ket da dremen nos caer Nedelec ep kinnigen d’ar Mabic Jesus ar pez en deuz a vella, da lavaret eo he galon, eur galon leun a garantez evithan.

————


Eur burzud great gant ar mabik Jesus
————

Ouspen ar burzudou great gant hor Zalver ha merket en Aviel ; etouez ar c’hredennou devod euz ar bobl a Judee e comzer euz a veur a vurzud all great ganthan adalek ma teuas var an douar. Setu ama unan anezho.

En nosvez ma voue ganet Salver ar bed, ha ma zeaz ar bastored d’he adori er c’hraou a Vethlehem eleao’h ma cafjont ar bugel divin astennet var eun dornat colo, o crena gant ar riou, ez oa eur pennad ac’hano, en eul lochen dister, eur vam iaouank, caer evel Rachel, azezet e kichen an tan, ganthi var he barlen he map kenta ganet, hag hen tome o clask he lacat da gousket. Sellet a rea oc’h an elik-ze coant evel eur rozen en devoa neuze pemp bloas. Mes ar bugel coant-ze, hanvet Nephtali, a ioa deut dall var an douar, ha siouas, n’en doa guelet morse a sclerijen.

Setu neuze, e creiz an nos du ha sioul, ar vam gez o clevet trous treid unan bennag o tont d’ar red varzu al lochen. Aoun e devoue, rak n’edo o c’hortos den, hag ep he zonjal e kemeraz he mab etre he divrec’h evel p’e divije aoun na vije lamet diganthi. An nor a zigor, ha Sara a vel he fried, an den mad ha fur Esdras, ar c’henta euz ar bastored a ioa eat eun nebeut derveziou diaraok da gas ho bandennou chatal d’ar peuriou drus. Souezet meurbet, Sara a ziscrogaz euz he bugel, hag a c’houlennas, leun a nec’hamant !

— Petra zo digouezet ? Eur reus bennag ? Eat eo an denved gant ar bleiz ? Mes nan, ne c’heus goal gelou ebet da lavaret din, rak guelet a ran out laouen.

— Sara ! Sara! Eme Esdras, bez laouen ; eur c’helou braz hag eürus meurbet am eus da zigas dit ! Cleo, edomp digouezet e carter Jorah, eleac’h ma sao ar guez palmez brao-ze ac’h eus guelet. Savet on doa hon teltou er meziou evit dioual ac’hano hor bandennou chatal. Noz oa pell a ioa, hag e sellemp gant plijadur oc’h ar stered e bolz an Env, pa on eus guelet en eun taol eur sclerijen dispar en dro deomp. Kerkent on eus guelet eun eal en deus discleriet deomp, en eur gana dudius, e voa ganet henoz ar Messi prometet d’hon tadou.

— Oh va Doue, petra a glevan-me ?

— Meur a hini euz ar bastored a zo eat dioc’htu da Vethlehem ; cavet o deus Mari ha Joseph, hag ar bugel mailluret en eur c’hraou. Daoulinet o deus dirazhan, hag oz int distroet d’hor c’haout en eur veuli ha trugarecat Doue euz ar pez o devoa guelet.

— O va Doue, eme verc’h Israel, o sevel he daoulagad varzu an Env ; ar profesiou zo deut da vir ; an envou a zo digoret, hag ar gliz o deus laket an douar da c’henel deomp eur Zalver.

— Ne ket falvezet din, eme Esdras, caout ar blijadur d’he velet ep-d-out. Deus buan ma zaimp hon daou d’he adori. Les hor bugel, hon Nephtali ; cousket eo, ha neuze ar c’hez bihan, evithan n’eus nemet tenvalijen.

Mes ar bugel n’oa ket cousket ; clevet en doa kement en doa lavaret he dad, ha pa zeaz he vam, araok mont en hent, da lacat eur pok dezhan var he dal, e savaz en he gouazez, e lamas ganthi a dro vriad en eur lavaret :

— Va mam, me ielo ive. Perak va lezer ama ? Me ne gouskin ket, ne rin nemet gouela. Me fell din mont da velet, er c’hraou, ar mabik coant-ze a dle c’hoarzin ive eveldon me pa vezan fur.

— Oh, va bugel ker, eme Sara, petra rafez o tont di pa na velez ket ? Neuze, deut eo ar mare dit da gousket. Cousk aze, va mabik ker !

An tad a lavaras neuze :

— Ni a ia pell ac’hann ; ha neuze ien eo hag an hent zo dies. Ne vezimp ket pell oc’h ober hon tro. Alo, va bugel, couskit aze, ha n’o pet ket aoun : ho mam goz zo en ho kichen.

Ar bugel a bedaz, a vouelas ; mes an tad hac ar vam a zalc’has mad ; gortoz a rejont gouscoude ken na voue cousket ar bugel, daoust d’ar vall o devoa da vont da velet ar bugel nevez ganet.

Kerkent ha ma voant eat er meaz euz an ti, Nephtali pehini n’en doa great nemet neus da gousket, a deuas dezhan eur zonch en tu all d’he oad. Clevet en doa comz euz ar Messi a reat anezhan heol a justis, bann a c’hras, guir sclerijen, hag e sonjas neuze e vanke dezhan eun dra bennag hag o devoa ar re all. Setu hen oc’h ober ar beden-ma.

« O bugel, bihan eveldonme, me garfe mont d’ac’h adori ive gant ar bastored all. Ma na c’hellan ket da velet o c’hoarzin, e c’hellin da viana cregi en da zorn ha mont var va daoulin en da gichen. Neuze e chellan ive kennigen dit va oanik coant. O, desk din petra da ober, ro din daoulagad ar feiz a glevan hano anezho ken alies gant va zad. Ren va c’hamejou, rak me ne ouzon ket peleac’h e zan. »

Goude beza great ar beden-ze, ar bugel, poulzet gant eun nerz dreist he oad, a zavaz ep dihuna he vam goz. Clask a ra he zillad braoa, hag ho guisk. Neuze e clask kegil he vam, hag e tistak diouthi eur ruban glaz a ioa en dro d’al lin, hag e za d’ar c’hraou da glask he zanvad muia caret, eun oanig guenn a c’hoarie ganthan var an deiz, hag a ioa neuze cousket er c’hraou var eun dornadik foen. Staga a ra eur penn euz ar ruban oc’h gouzoug an oan, hag ar penn all oc’h he vreac’h.

Neuze, ô burzud ! e voue gouelet an danvadig o vont evel eur c’hi araog ar bugel dall, hag ar bugel oc’h he heuilla ep steki he dreid nag er vein nag er griziou, nag en toullou digompez en em gave var he hent. Lavaret e vije edo o vale var eun hent bras pe eul leur blean. Ar bugel n’en doa aoun ebet ; caout a rea dezhan clevet a bell eur ganaouen a laouenidigez oc’h he c’helver.

Penauz e reaz ar pennad hent-ze euz he lochen da graou ar mabik Jesus ? Den ne voar. Ar pez zo sur eo da c’houlou deiz Nephtali a ioa e Bethlehem. Heuilla a reaz bandennou tud a iea neuze da velet ar bugel divin. Eat beteg ar c’hraou, an dallik kez a glaske gant he zaouarn ar manjouer ; strobet e voue etre an ejen hag an azen, hag ez eas da goeza var ar c’holo e kichen salver ar bed epad ma edo Mari sioul o sonjal en he c’halon en traou burzuduz a ioa digouezet.

Ar mabik Jesus, a lavarer, a reaz eur c’hoarz o velet en he gichen ar bugel dall hag he rener an oanik guenn.

Esdraz ha Sara a ioa eno etouez ar foul. Ho daou e leverjont var eun dro : O va Doue ! ne ket eun uvre eo ? Nephtali ama ! hag e zeant da glask mont dre douez an dud d’he gaout. Araok avad ma o devoa gallet mont beteg enhan, an dallik paour, leun a feiz hag a garantez, en doa gallet cregi e dornig ar mabik Jesus hag he lacat var he galon, ha kerkent oa digoret he zaoulagad hac e vele couls ha nicun.

Ervez eur greden devot, setu eno unan euz ar burzudou a reaz ar mabik Jesus prest goude he c’hinivelez.

Neuze kement a ioa eno, eat er meaz anezho ho unan gant ho levenez hag ho anaoudegez vad, en em lakeas da gana calonek cantig an Elez : Gloar da Zoue en huela euz an Envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad.

————


Da galon sakr Jesus.
————

Sant Ian, abostol ar garantez, o veza en em ziskuezet da santez Jertrud, a lavare dezhi : « Pa vezo deut ar bed coz, ha pa vezo eat ien ar garantez enhan, me a zisculio dezhan secrejou ar galon sacr. »

An taol a zo great ; ar bed zo deut da veza coz ; ha mar gueler kementse eun tu bennag, eo en hon touez-ni. Comz a rer calz a visou, a dorfejou, hag a dra sur emaint ep niver ; ar pez a veler splamma gouscoude eo ar bed zo croummet dindan ar gosni, cabac’h gant cosni. A beb amzer ez eus bet visou ha torfejou, mes eun doare iaouankiz a velet er bed cabluz hag a ziskueze ez oa c’hoas buez enhan. Bez’ez eus tud clanv, scoet calet gant eur goal glenvet, mes a zo cre ar goad hac ar vuez enho, hag ar medesin a gaf eno peadra d’ho farea.

Bez’ez euz ive tud clanv eat ho ners digantho, eat ho goad e dour, hag ama n’eus mui a beadra da zigas ar iec’hed en dro.

En hon amzer ar bed a zo sec’het, goadet en he bevar ezel. Ker cabac’h eo eat ma en deuz beac’h o finval ; collet en deuz he nerz, he vlas ; skuiz eo.

Hogen Doue en deus louzeier hag a bare pa na vez mui esperans ebet. He oll c’hallout a deu a benn, evel c’hoari, euz ar pez a zonch d’an dud ne oufe biken beza great. Setu perak dindan ar bed a herel var he dreid e veler o sevel eienennou a vuez ha ne ket dorn an den, mes dorn Doue eo en deuz ho laket da redek. Ne ket an dud o vont var araog eo o deus digoret an eienennou-ze, mes an drugarez oll c’halloudus.

Ar gonsepsion didach hag ar galon sacr a zo diou feunteun eleac’h n’o deus an dud laket netra, mes a beleac’h e c’hellont kerc’hat cals.

Pa na vez mui a esperans, eo red e teufe ar silvidigez evel dre vurzud, euz al leac’h ne zonjer ket. Secrejou Jesus ha Mari n’eus termen ebet dezho : ar galon sacr hag ar gonsepsion didach ne dint ket donezonou roet en eur vech hag evit eur vech epken ; eienennou int digoret hag a redo ato, ha seulvui ma vezint toullet, seulvui e redo anezho an dour, me lavar ar grasou.

An eienennou all a viana an dour enho dre ma ienner anezho ; ama ne ket evelse a c’hoarvez ; seulvui a denner, seulvui a gaver da denna ; seulvui a chom da rei.

E leac’h all pa en deus bet an den ar pez en doa c’hoant da gaout, e c’hell digouezout ma en deuz he voalc’h. Ama an ene n’e deus morse he goalc’h : seulvui e tebr, seulvui a naoun e deus ; seulvui ec’h ef, seulvui e deus sec’het. Dre ma cresk an dour e cresk ive ar sec’het, ha gouscoude an ene e deus he ïoul p’eo guir pe ger bras bennak ma ve he zec’het, e deus ato muioc’h a zour eget a zo red evit he zerri.

Evel a velit, pe ve meneg euz a zaou denzor ker caer ha ker presiuz evel ma zeo calon Jesus ha consepsion didach ar Verc’hez, ar c’homzou a vang, hag an teod ne ra nemet balbouzat. Gouscoude an daou denzor-ze a zalc’h tost an eil d’egile, unan eo ar goulou deiz hag egile an heol.

Mis Mae eo mis Mari, ar goulou deiz, ar verelaouen ; Mis Even eo mis Jesus, an deiz braz, an heol.

Ar goulou deiz a gomans, an deiz a echu, a ro al leunder. Ar goulou-deiz a gas beteg al leac’h santel al leac’h ma ema ar guir sclerijen o c’hortoz an den.

Ha setu perak miz ar galon sacr a deu varlerc’h mis Mari.

An dud boas da zonjal a zevri en hor misteriou, a anavez pe gen talvoudeg eo an eienennou digor-ze.

Gouzout ha guelet a reont petra eo izomou an den.

Hogen izomou an den a zo cuzet aliez oc’h an den he unan. He zievezdet a guz outhan al louzou a dlefe da gemeret ; cuzet a ra outhan zoken he glenved. An den dievez ne voar ket anaout pe gen dinerz eo, nag an eienennou a rofe ners dezhan. Evit anaout pe ger paour eo, e ve red dezhan trei varzu ar feunteuniou a garantez hag a binvidigez. Red e ve dezhan trei varzu ar sclerijen a c’hell rinsa an denvalijen a zo var he dro. An den dievez n’en em anavez ket he unan ken nebeut hag ar pez zo en dro dezhan ; ne anavez nemeur guelloc’h an douar eget an Env. Evelse an ilis ne c’hortos ket ma teufe an dud da lavaret dezhi : Sec’het on eus ! Re hir e ve red dezi gortos. Evel eur vam e teu a ziarben dezho. Ho fidi, ho zacha a ra da vont da gaout ar feunteun a vuez. Lavaret e ve eo hi e defe izom euz an dud, ha pa dal eo an dud o deuz ar brasa izom anezhi. Lavaret a ra evel he fried divin : « An hini en deus sec’hed, deuet davêdon. »

————


Kouent Paray-le-Monial.
————

Sant Franses a Zal, adaleg ar penn kenta, a c’halve leanezed ar vizitasion bugale ar galon sacr, rag, emezhan, calon Jesus eo en deus savet hon urzik dister. Ha d’ar mare n’en doa c’hoas nemet peder leanez hag eur c’hoar convers, pemp en oll, e lavare en eur vus-c’hoarzin : « Me gaf din eo brema nobl avoalc’h hon urz evit caout he armou, hac an armou a garfen en defe e ve eur galon treuzet gant daou vir hag eur gurunen spern en dro dezhi, eur groaz aziouthi, gant an daou hano sacr a Jesus hag a Vari. » Urz ar vizitation en deuz e guirionez kemeret ar armou-ze. Ne deuan ket ama da verca buez al leanez eürus Mac’harit Mari. Guella ma zeo anavezet servicherez Jesus eo dre he liziri a zo bet destumet en eul levr gant he c’hoarezed.

Lavaret em euz e teue d’ar gouent hiniennou euz a verc’hed ar c’harter ep m’o divije sonch da chom enhi ; n’o doa ket c’hoas troet kein d’ar bed. Hogen e kenver unan bennag euz ar re-ma e tiskuezaz hor Zalver ar garantez infinit euz he galon sacr. Comz a rin euz a ziou.

Er c’hoar Anna-Alexis Marechel e veler eur burzud a drugarez Doue. He c’herent a ioa hugunoted. He zad, eun dijentil a gichen Paray, a ioa bet en em c’hreat catolig, mes o veza demezet eun eil guech da eun hugunodez e teuaz adarre ive da veza hugunod. He c’hreg o veza deut intanvez o devoue ive ar c’hras da anaout ar virionez. C’hoant e devoue da c’hounit da Zoue he merc’hed, ha dreist oll ar iaouanca Anna-Alexis. Mes he merc’h a ioa re stag oc’h an hugunodach. Neuze ar vam a zonjas cas ar verc’h iaouanca ma da gouent Paray. Anna-Alexis ne devoa neuze nemet trizec vloaz ; kement avad a gasoni e devoa evel he c’hoarezed oc’h ar relijion catolik. Pa velaz e felle d’he mam he lezel er gouent, e zeaz e counnar, hag e crie : « troc’hit va fenn din, mar kirit ; troc’hit va fenn din ; guell eo ganhen eget chom ama gant ar babistezed, etouez al leanezed, ar bleizi, an diaoulou-ze ! »

Ar verc’h kez e devoa gouscoude kerent etouez al leanezed. Ar re-ma a gemeras calza zoursi anezhi ; hogen poan e devoue o clask donaat ar scodail-ze. Ar verc’h ne felle dizhi e gïz ebet chom er gouent, hag a glaske an dro da dec’het. Gouscoude ar c’hras a deuas d’he skei ; anaout a reaz ar virionez, hag en em c’hreas catolikez.

He c’hoarezed a egaras pa glefchont kementse ; ne ziskueschont ket avad ar gounnar a ioa en ho c’halon. Caout a rejont an tu da goms brao oc’h ho c’hoar, da druezi var he stad ha da rei dezhi eur c’hatekiz hugunod. Oc’h he lenn, an ene paour a voue adarre carget a denvaligen ; dont a reaz adarre hugunodez en he c’halon, hag e claske muioc’h eget biscoaz an dro da dec’het euz ar gouent. Brema oa esoc’h dezhi, rag al leanezed n’o doa ket a zisfizians anezhi. Hogen ama e teuaz ar c’hras da skei an taol diveza en he c’halon. Mont a reas da gonta d’ar vam superiorez kement a dremene en he speret. Houma he lakeaz etre daouarn ar c’hoar Mac’harit-Mari, hag Anna-Alexis a deuas da veza unan euz ar guella leanezed a zo bet er gouent-ze.

En amzer al leanez eürus Mac’hari-Mari e zoa e Paray eun demezel a reng huel, pinvidik bras hag eus eur genet dispar ; calz a speret e devoa, ha muioc’h c’hoaz a fouge a ioa enhi. Eur stereden oa, evel ma lavaret, ha steredenn a a rea dre ar c’harter oll, ha zoken e kær Lyon eleac’h ma he guelet aliez ha ma chome avechou pennadou mad. He hano a ioa Mari-Rozali Lyonn. He gened hag he madou braz a rea ma zoa clask varnezhi, hag e pep leac’h he digemeret evel eur rouanez. He speret lem a lakea ive he brudi, hag hi ne glaske nemet fouge, plijadur hag ebatou ar bed.

Gouscoude an oll ebatou-ze ne gargent ket he c’halon, ha goude beza bet er re anezho a gave dezhi a roje dezhi he goalc’h, e lavare outhi he unan : petra, ne deo nemet an dra-ze ? Etouez an traou-ze oll gouscoude e carie ar beorien, hag ec’h heuille ep mang ar religion.

En amzer-ze ne velet ket ar re zoken a ioa muia troet oc’h ar bed, o lezel ar religion a gostez evel ma veler hirio. An itron Lyonn hag he merc’hed a ioa renet gant an tadou jezuisted, ha Mari-Rozali a gleve avechou guirionezou calet avoalc’h. Hogen setu ama penauz e comansaz en em zistaga dioc’h ar bed.

Eun dervez, en eisvet ar sacramant, e tistroe da bardaez euz an ilis, guisket ha fichet caer evel ma veze ato. Morse he gened n’oa bet skedusoc’h. Mignoned ha tostennerien a iea d’he heul. An dud a zelle outhi hag he admire. Setu ive eur vanden vraz a voc’h o tont euz ar meziou e kær hag o tremen dre ar ru. An oll en em denne a gostez evit ho lezel da vont ebiou. An demezel Lyonn avad, credabl o sonjal e vije respetet ive gant al loened-ze evel ma zoa respetet gant an dud, ne brijas ket frei divar ho hent. Hogen e penn ar vanden voc’h ez oa eun ouc’h bras, kement hag eun azen eme scrifagner ar vizitasion. Hema a deu eün d’an demezel, hag ep an distera respet evit he gened nag evit he dillad caer, he dibrat gant eun taol fri hag he zaol a hed var he gein, en hevelep doare ma c’helle gant he daouarn cregi en he lost evel e corden eur c’habest. Rozali gant aoun da ruilla, a zalc’he crog el lost-ze, hag a grie ; den avad ne deue d’he zicour. He c’hanfardet ne dosteant ket hag an itronezed ne gredent ket ken nebeut mont etouez ar vanden loened-ze pere a vic’he hag a rea eur safar goest da vouzara eur barreziad tud. Ar bobl a c’hoarze bete dishalana.

Etre daou an ouc’h braz a iea ato gant he zam varzu he graou. Erfin gouscoude, he zaolas d’an douar e kichen eur voger, hag an demezel, diskennet divar gein he incane, a ieas d’he zi mezus meurbet ha stlabezet oll.

Kementse a voue eun tam ebat evit kaer oll. Bemdez an demezel Lyonn a reseve eur vers bennag, eur zon bennak great var an darvout digouezet ganthi. He unan e c’hoarze gant ar soniou-ze. Gouscoude e sonje pe gen nebeut zo da fiziout er bed ; ne zonje ket avad he guitaat. Re e carie ar frankiz a gave enhan. En em rei a rea epken muioc’h d’an oberou a drugarez, hag e lenne levriou mad eleac’h al levriou danjeruz a lenne kentoc’h.

Doue a deuas d’he gelver en eur c’hiz all. Eur mintinvez, en he c’hambr, Rozali a velaz eun den iaouang, divar dro Lyon, en doa great al lez dezhi eur pennad mad, hag a ioa maro nebeut amzer a ioa er vrezel. Var he zaoulin edo, croaziet he zaouarn, hag e tiskueze beza ankeniet ha poaniet bras. « Ah ! demezel, emezhan, nag hen a zo Doue braz ha just ! N’eus netra vian dirag he zaoulagad : pep tra zo poezet, hag a reseo punision pe recompans ! »

Rozali a c’houlennaz oc’h an ene-ze ha salvet oa, hag e lavaraz en doa great Doue trugarez dezhi abalamour ma zoa bet mad oc’h ar beorien.

An ene-ze a chomaz eur pennad mad da gomz outhi, ha Rozali a voue ker strafuillet, a ioa, pa deuaz euz he c’hambr ken drouklivet, ken dishenvelezet, ma he c’havet coseet euz a zek vloaz. He mam he unan e devoa beac’h oc’h he anaout.

Neuze an demezel a lezaz ar fouge ha plijadurezou an douar evit en em rei d’an oberou a drugarez epken ha d’ar binijen. Ne felle ket avad dezhi mont d’ar gouent ; sonjal epken en eur gouent a rea dezhi scrija ha crena.

An tad Colombier he alias da vont da gomz oc’h ar c’hoar Mac’harit-Mari evit tenna frouez euz he aliou. Mont a reaz evit senti ; mogeriou ar gouent avad a rea ato aoun dezhi. Mac’harit-Mari a vouie e felle da Jesus-Christ he c’haout er gouent-ze, mes ne lavaras ger dezhi hag a lezaz ar c’hras da ober oll. Rozali a deuaz erfin d’ar gouent evel pa vije poulzet, en despet dezhi hag en despet d’he zud. Ne grede ket e chomje ouspen pemzek dez er gouent. Abenn neuze, emezhi, e vije maro pe e vije deut er meas. Mes eno e cavaz ar peoc’h a glaske ; eno e voue unan a vignonezed Mac’harit-Mari, hag e tescas ganthi ar burzudou a garantez euz a galon Jesus.

————


Pelerinach Paray-le-Monial
————

D’an 29 a viz even e tigoueze vardro antercant euz hon deputeet, eur baniel gaer en ho fenn, evit en em gonsacri da galon Jesus. Ar baniel-ze a zouge merket e voa bet roet gant cant antercant euz an deputeed, hag ouspen antercant all a zisclerias goudeze e felle dezho en em lacat e reng ar re o devoa he roet.

An deputeed a ioa pardonerien all oc’h ho heul ep conta tud ar parreziou divar dro Paray a ioa diredet en devez-ze. An oll, goazed ha merc’hed, a zouge var ho bruched skeuden ar galon sacr gant croas ruz ar belerined. Oll e canent cantik calon Jesus, ha kementse gant eun devosion ker birvidik ma teue an daelou euz an oll daoulagad.

Aotrou Escop Autun a c’hortoz e an deputeed e chapel ar Vizitation. Ar chapel a ioa goulaouet caer, hag ar panielou zo enhi lezet gant ar belerined, a ro eun taol lagad dudius meurbet. An deputeed a akeuz eno ive ho faniel, ha neuze an escob a lavaraz an oferen. Goude m’o devoa an deputeed communiet ha great ho action a c’hras, unan anezho, an Aotrou Belcastel, a reaz a vouez huel an act a gonsecrasion-ma :

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel.

Evelse bezet great.

« Calon Sacr a Jesus, dont a reomp d’en em gonsacri deoc’h, ni hag ar re euz hor c’henvreudeur o deuz ar memes santimanchou ganeomp.

« Goulen a reomp pardon ouzoc’h euz an oll droug on eus great ; ho pidi a reomp da bardoni ive d’ar re a vef disparti diouzoc’h.

« E kement ha ma on eus perz enhi, e kement ha ma sell ouzomp, e consacromp deoc’h ive euz hon oll nerz hag hon oll ïoul, ar Frans, hor bro muia caret, gant he oll oberou a feiz hag a garantez. Goulen a reomp ma renot varnezhi dre an oll c’hallout euz ho cras hag euz ho carantez santel. Ha ni hon unan, pelerinet ho Calon Sacr, ni pere hoc’h ador hag ho reseo en ho sacramant bras, ni diskibien fidel d’ar gador ha ne c’hell ket fazia euz a Sant Per, a behini e zomp eurus da ober hirio ar gouel, ni en em gonsacr d’ho servic’h, ô Doue ha Salver Jesus-Christ, o c’houlen diganeoc’h, gant humilite, ar c’hras da veza oll deoc’h, er bed-ma, hag en eternite. Evelse bezet great.

« En hano an Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel. Evelse bezet great. »

Kement a gleve an act a gonsecration-ze a ioa teneret ho c’halonou.

An Aotrou’n escop de Leseleuc en deus comzet evelen oc’h an deputeed.

« Evit senti oc’h Aotrou Arc’hescop Tour, oc’h santimanchou va c’halon, hag evit ive ober va dever a Escob, e livirin deoc’h eur ger bennak. Ne drugarecain ket ac’hanoc’h ; ne drugareker ket calonou christen evel ho re-hu, oc’h ober ho dever, n’ho meulin ket ken nebeut, rak gouzout a rit ez eo ar c’hras e deuz ho tigaset ama, hag oc’h heuilla he mouez e lakit ho cloar o tiskuez dirag an oll ne d’oc’h nemet servicherien dister da Zoue ha d’ar virionez.

Ar pez a rin, ar pez a dlean da ober, eo kemeret act, en hano ar Relijion, euz ar pez a rit en hano ar Frans, dirag an Env hag an douar. Ia, ma n’oc’h ket ama an Asamble national ; hon deputeed catolig eo gouscoude ar penn hag ar galon anezhi ; ha digouezout a ra, daoust da gement ma e deuz hor bro nac’het Doue, daoust d’hon dispac’hiou daoust d’hon oll reuziou, an asamble e guirionez a Frans, ne c’hell beza, goude oll, nemet christen ha catolik. Benniget ra viot o sevel a nevez evelse baniel feiz hon tadou…

Meur a vech, abaoue m’emaoc’h e Versail, oc’h eus goulennet pardon oc’h Doue euz a dorfejou ar Frans ; meur a vech oc’h eus great amand henorabl d’ar Galon Sacr a Jesus, evit an doare ma zomp en em ziskuezet dianaoudeg epad keit all a amzer, dreist oll abaoue pevarugent vloas zo. Meur a vech ive oc’h en em droet varzu enhan da c’houlen scoazel evit hor bro mac’haniet ha ruziet gand he goad. Kementse oll a rit hirio en eun doare skedusoc’h ha gant muioc’h a fizians…

Setu aze eun nebeut euz a gomzou Aotrou Escop Autun, comzou hag a zo eat ive bete calonou an oll.

Lavaret on euz e voa eat eur vanden bardonerien euz a Laval gant pardonerien Naonet ha Sant-Briec. En dro e teujont adarre er memes treinou.

Hogen araok digouezout e Laval, pardonerien ar Mayen pere a dlie disken eno, o doa savet eur c’houblat guers pe zaou evit kimiada dioc’h ar Vretoned. Kerkent ha ma voant diskennet eta en em lakejont da gana evit lavaret kenavezo, ha pidi calon Jesus da vont gant ar Vretoned d’ho ren beteg ar gear.

Unan bennag euz ar Vretoned o doa gouezet petra o doa sonch pardonerien Laval da ober, hag an Tad Dore en doa savet ive eur c’houblat guerz ; evelse ar Vretoned a c’hellas respont ive e guers d’ho c’henpardonerien a Laval.

Goudeze, o tiblas, Lavaliz ha Bretoned a gane c’hoek cantig ar Galon Sacr.

Destumet e calon Jesus, en em gaver e guirionez breudeur.


Comzou hiniennou euz ar bardonerien.

Unan a zo bet souezet braz o velet feiz ar bardonerien. Dre ma tigouezent, daoust pe ger skuiz e vijent, ne ket da glask bouet na lojeiz eo e zeant ; ne zonjent ket e kementse. Ho frez oa mont da velet chapel ar galon sacr, da bidi, da reseo Jesus-Christ er sacramant euz he garantez.

Eun all a zo bet sebezet o velet ar jeneral Charet o vont da gommunia hag o tont goudeze, an daelou en he zaoulagad, da boket d’he baniel ha d’he briata. Daou c’hant antercant zouav a ioa oc’h heul Charet, hag a ra oll evel ho Jeneral ; mont a reont a renk da reseo ho Doue, ha goudeze e teuont ive an eil varlerc’h egile, da boked d’ar baniel-ze, baniel ar galon sacr, bet gantho var an dachen a vrezel, ruziet ha livet gant goad ho c’hamaradet. Hag an oll zouaved calonek-ze a vouele puil, ha kement a ioa var al leac’h a zirede ive an daelou euz ho daoulagad. Nag a zaelou a zevosion ne deus ket scuillet eno ! Nag hen a voa eno birvidig an oll galonou ! Leanezed Paray eo o devoa brodet baniel ar zouaved, hag epad ma tremene ar pez a vercan ama, ho c’hlevet, adren ho grill, o lenva fors.

Eur pardoner all a gont pegement eo bet touchet he galon o sellet oc’h ar panielou deut di a bep carter, hag o lenn ar geriou scrifet pe nadozet varnezho. An oll bardonerien a bede c’hoek calon Jesus, a galon hag a c’hinou. Mes ar panielou-ze a vije lavaret a raje ive ho feden en hano ar c’harter en doa ho digaset, ha zoken ar panielou-ze o chom eno, a vezo eur beden peurbaduz e kenver ar galon sacr.

Calon Jesus, saveteit ar Frans ! Ar c’homzou-ze a lennet var baniel ar zouaved ha var galz a banielou-all.

Calon Jesus, o pet truez ! pardon !, pe eur ger all bennag evelse a velet var galz a re all. Daelou a deue en oll daoulagad o velet baniel an Alsas, goloet e du, hag ar c’homzou truezus-ma : « pardon, va. Doue, pardon ! » ha neuze baniel Metz, chadennou outhi, hag ar c’homzou merket varnhi a scoe e calonou an oll : « Jesus, hon rentit d’ar Frans ! » Baniel ar Pologn a velet ive, ha neuze baniel Spagn, ar broiou zo muia mac’haniet hag a zo truezusa ho stad. O ama e veler o tont da gaout calon Jesus kement zo e poan, en anken, ervez comz hor Zalver : Venite ad me omnes qui laboratis…

Baniel Orlean a veler gant skeuden Jannet Darc, ar plac’h iaouank santel-ze a voue digaset gant Doue evit trec’hi ar saozon, enebourien ar Frans, ha cas an estren-ze er meaz euz ar vro. Baniel Tour a veler ive, gant skeuden sant Martin, skoazeller braz ar Frans, an hini zo bet he vez ker gloriuz, hag a vezo c’hoaz ep mar, abars nebeut ama.

E Frans, eme c’hoaz eur pardoner all, pa zigouez eun dra bennag ha n’omp ket boas da velet, ec’h hejomp hor penn hag e lavaromp divar fae : Bah ! eur c’hiz adarre hag a ielo kuit abenn eur pennad ! Hag o lavaret kementse e caf deomp diskuez calz a speret hag a skiant. O velet ar pez a dremen brema en hon touez, lod a lavar : Sell, giz ar pelerinachou o tont adarre en dro. Ia, mes perag ha penaus e teu an distro-ze ? An Aotrou’n escop de Lezeleuc en deus lavaret ar ger guirion var gementse : Ar feiz eo o resusita ! Hag ar re ne velont eno nemet eur c’hiz o tont en dro goude beza bet taolet eur pennad a gostez, ne velont ket petra a dremen, ha ne anavezont netra en oberou Doue. Ha n’en deus ket zoken an tad santel, brema ez euz eur sizunveziou bennak great menek da lakat e reng ar zent ar pelerin paour Joseph Beneat Labr, skuer ar belerined, an hini a ioa brema ez eus cant vloaz, o redeg euz an eil leac’h santel d’egile, evel pa vije falvezet da Zoue he zigas araog evit diskuez petra a dlie da zigouezout en hor bro ?

Eun tamig histor skueriuz evit echui ar pennad scrit-ma :

Pardonerien Tour, an derc’hent m’en em lakejont en hent, da lavaret eo, d’an eis varnugent a viz Even, a ieas d’an oferen da chapel sant Martin. An Aotrou Arc’hescop he unan a lavaraz an oferen evitho, hag ho bennigaz, hi hag ar panielou a dlie mont gantho.

En oferen-ze, etouez ar re all, e voa eur vaouez paour ha ne rea nemet gouela, ha pa voue goulennet outhi perag e vouele, e respontas ne voa netra oc’h ober poan dezhi nemet ma e devoa eur c’hoant bras da vont ive da Baray ; mes ker paour e voa ma n’e devoa ket eur guennek var he hano. An tad Rey a ioa e niver ar bardonerien, en em lakeas da ober eun tamik kest, hag en eun taol e voue savet dezhi peadra da baea he flas ha pemp real ouspen ; ha setu hi er wagon gant ar bardonerien all.

Ar baourez kez, pa zigouezaz e Paray, kenta tra a reaz oa prena eur chapeled a goustas dezhi pevar real, neuze e lakeas daou venneg e souben, hag an tri guenneg all a deuas ganthi d’ar gær. An noz a dremenaz er Chapel. Evelse ar vaouez-ze a dremenaz daou zervez hag eun nosvez, hag a reas var dro daou c’hant leo couls lavaret ep dibri tam na cousket. Ken na voa deut d’ar gaer ne lavaras ket pe seurt implich e doa great gant he femp real ; rag aoun e devoa da ober dies da zen, ha c’hoant e devoa da gaout eur chapeled, evel ar re all, evit delc’her sonch euz he felerinach.

————


Da vam Doue.
————

Broc’hall, a leverer a bell-zo, eo Rouantelez Mari, Regnum Galliæ, Regnum Mariæ. Ar Verc’hez santel a ziskuez deomp he unan pe ger guir eo ar c’homzou-ze dre ar zoursi a gemer euz ar vro-ma dreist ar broiou all. Anat eo ez eo eno eur vam ato en aoun na zigouese eun drouk bennak gant he bugale, eur Rouanez ato nec’het gant aoun na deufe an enebourien da ober distruch en he Rouantelez. Setu hi, abaoue eun nebeut bloaveziou zo, oc’h en em ziskuez teir guech var douar Frans, e meneziou ar Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet e tiskueze beza ankeniet, e scuille zoken daelou o lavaret e voa deut breac’h he map ker pounner ma na c’helle mui miret outhi da skei ar bopl a Frans abalamour d’an dizurziou ma en em roe dezho, dreist oll al leoudouet hag al labourou da zul. Discleria a rea ar goaleuriou a iea da goeza var ar vro, ma na zistroe ket an dud oc’h Doue.

E Lourd e laka sevel dezhi eun iliz el leac’h ma en em ziskueze, evit dre ar burzudou a dlie da ober eno, lacat ar gristenien da zont di e pelerinach, ha dihuna evelse ar feiz en ho zouez.

Ar Salet ha Lourd zo anavezet avoalc’h gant an oll ; leveromp epken penauz eo en em ziskuezet e Pont-Mean. Setu ama petra a leverer :

Ar Verc’hez a zo en em ziskuezet da vugale en eur bourg a ganton Landivy, e departamant Mayen, d’ar 17 a vis Genver diveza.

Eur potrig unnek vloaz a ioa, he dad hag hen, o pilat lann en eur c’hranch. Ar potrig o veza deut er meaz, hag o veza savet he benn da zellet, a jomas sebezet o velet a zioc’h eun ti eur vaouez vraz ha caer, ganthi eur zae c’hlas goloet a stered, ha var he fenn eur gouel du eur gurunen aziouthan. He c’hurunen hag he boutou a ioa en aour.

Ar bugel a c’half he dad ; hema a deu da zellet, ne vel netra, a ra goap euz he vap, hag a ia adarre d’he labour.

Gouscoude ar potrig a vele ato an itron. Gelver a ra he vam ; houma ne vel netra ken nebeut, a scandal ar potr kez hag a lavar dezhan eo diot.

Neuze e c’half he vreur nao bloaz hag e lavar dezhan dont en he gichen, hag hema a vel ive an itron gaer. Caer o deuz an daou goz gourdrouz, an daou vugel ne droont ket ho daoulagad divar ar skeuden skeduz, hag a lavar a dam e tam penaoz eo great ha guisket.

Ar brud a ieas buan dre’r bourg, hag en em zestumaz aleiz a dud eno. Diou c’hoar zo eno oc’h ober scol hag a deuaz ive ; hogen nag hi nag ar re vraz all ne velent netra. An diou c’hoar a ieas d’ho zi, hag a deuaz adarre o tigas gant ho teir euz ho merc’hedigou, unan daouzek vloas, unan nao bloaz hag unan eiz vloaz anter. Kerkent ha ma voant digouezet, ar gosa euz an teir merc’h a lavar :

— Ar Verc’hez Vari eo ; oh ! nag hi zo caer !

— Kement eo ha c’hoar Vitalina, a lavaraz an hini nao bloaz. Hag en em lakejont da lavaret penauz edo evel ma o devoa lavaret an daou botr.

Neuze an oll a jomas souezet ha nec’het. Mont a rer da glask an Aotrou person, ha kerkent ha ma voa digouezet ar vugale a lavar :

— Eur groas ruz o sevel var bruched ar Verc’hez !

Ar person a lavaras : pedomp, va bugale ; leveromp ar chapelet.

Dre ma lavaret an Ave Mariaou, ar stered a greske an niver anezho var sae Mam Doue. Evel eun hed guenan oant, eme ar vugale.

Varlerc’h ar chapeled e voue canet ar Magnificat.

Neuze e tispacaz eur ruban guenn, hir ha ledan, eur rouden aour varnezhan, hag e voue lennet ar c’homzou-ma e lizerennou bras :

« Pedit-ta, va bugale. Doue ho silaouo ne vezo ket pell. »

Ha goudeze ar c’homzou all-ma :

« Va mab en em les da veza touchet. »

Ha varlerc’h an dra-ze neuze eur pez barren rus.

Epad ma lavaret ar chapeled, e voue kerc’het eur bugelig all a c’huec’h vloaz, hag hema a vele ive ar Verc’hez.

Mes an hini a lakea muia sellet outhan, oa eur bugel trivac’h miz, a ioa eno var breac’h he vam, hag a zride, hag a astenne he zivrec’h, hag a zache o clask mont da gaout an itron gaer ; ha pa glaske he vam he drei da zellet e lec’h all, e crie hag e neze he gorf ken na veze troet oc’h al leac’h ma lavare ar vugale e velent imach mam Doue.

Goude ar Magnificat e voue canet an Inviolata. Epad ma he c’hanet, ar Verc’hez santel a zavaz eun tamig he daouarn hag a vusc’hoarzaz oc’h ar vugale.

Neuze e voue canet ar Salve, Regina.

Mari neuze a dosteaz he daou zorn an eil oc’h egile evel evit dougen eun dra bennag, hag e voue guelet eur groas ruz etre he daouarn. Ar c’hrist a ioa rusoc’h hag astennet var ar groas. Azioc’h e zoa scrifet e lizerennou bras : Jesus-Christ.

Cana a rejot c’hoas kanticou hag al litaniou.

Neuze e savaz eur c’helc’h glas tro var dro d’ar skeuden ha var ar c’helc’h-ze, e kichen an treid hag e kichen an diouscoas, pevar bilet ber. Neuze euz a zindan treid ar Verc’hez e savaz eur stereden pehini a elumaz ar pevar bilet hag a ieas goudeze d’en em lacat etouez stered ar gurunen.

Erfin e voue guelet ar Verc’hez evel pa vije o sacha a dre he c’hein eur gouel guenn, bras meurbet, gant pehini en em c’holoe oll. Ne velet mui nemet beg ar gurunen ; hag eur pennad goude ne velet mui netra.

Kementse a ioa padet teir heur, adalek c’huec’h heur bete nao. — Caer zo bet o clask gourdrouz ar vugale, n’eus morse gallet ho lacat d’en em zislavaret var ar pez o doa guelet.

————


Pelerinach pe Pardon Rumengoll.
————

Pelerinach Rumengoll eo, me gred, ar c’hossa eus ar re zo darempredet e Breiz-Izel, hag ar pardon so, a dra sur, ar c’haera eus a bardoniou escopti Kemper. Hervez eur greden so etouez an dud, pa voue beuzet Ker-Is, ar Roue Grallon a lakeas sevel ar genta chapel pe ilis so bet e Rumengoll, evit trugarecat Doue hac ar Verc’hez da veza savetet dezan he vuez. Guir eo ez euz hirio tud goueziec ha ne gredont ket e ve bet morse na Ker-Is na Roue Grallon ; var gementse n’em eus netra da lavaret ; guelet a ran epken penaus goude beza lavaret deomp : « Ar pez a gredit ne ket guir » n’o deus netra da rei deomp e leac’h hor c’hreden. Plijadur o devije great gouscoude da gals o lavaret dezo peur ha perag eo bet savet pelerinach Rumengoll, mar en em drompl tud ar vro var ar poent-se. Ma na ellont ket deski deomp peur na perag eus bet savet eno eul leac’h a zevosion, peur na perag eo comanset an dud d’he zarempred, e ve marteze couls dezo hon lezel da heul creden hon tud coz.

Hogen, daoust d’ar mare ma eo comanset ar belerinet da vont da bardona da Rumengoll ha d’an abeg o deus bet da vont di, ar pez ne ell den da viana da nac’h, eo ez e cresket a nebeut so an devosion evit an Itron-Varia-Remed-Oll. Abaoue ma en deus an Aotrou’n Escop a Gemper curunet eno imach ar Verc’hez ; abaoue ma za di he unan bep bloas evit henori Rouanez an En ha rei mui a zolanite d’ar gouel, an niver eus ar re a ia di da bardona so ive cresket kals.

Ar pez a rent caer eur pardon, eo an niver eus an dud a deu dezan, ha muioc’h c’hoas an devosion gant pehini e teuont. Niveri an dud a deu da bardon Rumengoll, den ne oufe hen ober. An ilis o veza eat re vian pell zo, eo bet red sevel eun auter en eur parc bras evit ma c’helje muioch a dud clevet assamblez an oferen. Brema mar carer sonjal penaus epad tri dervez ha diou nosvez, var gement hent a gundu di, e vez tud o vont evel eur procession ep distag ebet ; mar sonjer penaus, epad an daou zervez, adalec peder heur dioc’h ar mintin bete creizdeiz, e vez oferennou ep ean, hag e vez leun chek da bephini an ilis, ar parc bras hag an oll frankizennou zo var he dro, petra bennag ma za ar belerinet kuit dre m’ho devez clevet an oferen ha great ho devosion ; mar sonjer pet mil a ell clevet eno an oferen var eun dro, e c’helfet tostât da c’houzout an niver euz an dud a vez eno er pardon-ma.

Evit an devosion, pardon Rumengoll ne d’eo ket evel calz a bardoniou-all da bere e za aleis ha ne ouzont ket evit petra e zeont ; a ia evit ho flijadur, evit guelet ha beza guelet. Mar da unan bennag er c’his-se da Rumengoll, an niver anezho so bihan. Ama e c’hoar pephini evit petra en em laca en hent. Ama pephini en deus eur c’hras bennag da c’houlen. Bez en deus eun izom, eun anken bennag hag a ra poan dezan. Bez’en deus, var he gorf pe var he speret, eur gouli bennag, hag e za da c’houlen ar pare. Marteze en deus bet eur c’hras hag e za da drugarecat he vadoberourez.

Evit gouzout e zear di dre zevosion, eo avoalc’h guelet an dud o vont a vandennou, dreist-oll en noz, lod o cana eur c’hantic pe eur vers devot benag, lod o lavaret, a vouez huel, ar chapeled pe ar rozera, lod-all devotoc’h choas, o vont en ho fart ho unan, ep lavaret ger ous den, diarc’hen ha var gorf ho roched, eur vialen en eun dorn hag ho chapeled en eun dorn-all, o pidi hed an hent ep eana tam. Avoalc’h e ve ho guelet, digouezet e Rumengoll, lod an daelou en ho daoulagad, lod all al laouenidiguez peintet var ho zal, oll ar fizians merket var ho bizach. Lavaret a rafet oc’h ho guelet : setu aze bugale hag a zo deut a bell evit guelet ho mam vad ; ar pez a zo guir. Nag a bec’herien a gaf eno ar pardon eus ho fec’hejou ! Ne ve ket eas niveri ar c’honfessionou a vez great eno epad an derveziou-se. Diessoc’h ve c’hoas niveri ar c’hommunionou ; rag ouspen ar re a deu di da dostat ous tribunal ar binijen, ez eus cals hag a ia da gofez en ho farrez araog en em lacat en hent ; hag ar re-ma, a gredan, eo en em gemer guella. Stang e veler eno tud deut var droat ha var iun, eus a zeg, daouzeg, pemzeg leo hag ouspen, evit receo Doue en ilis Rumengoll.

Pardon Rumengoll so eun testeni eo c’hoas beo ar feiz etouez ar Vretonnet ; bez eo eun testeni eus ho fisians e Mam Doue. Ar Verc’hez ive a ziskuez e plij dizi devosion Breizis evit al leac’h santel choazet ganthi, rag en em blijout a ra o ranna eno gant largentez he madoberou entrez-ho. Dre ma cresk feiz ha fizians an dud, e cresc ive an niver euz ar grasou a ro bep bloas. Her guelet a rer dre an testeniou a jom eno varlerc’h ar belerinet, hag a dra sur ne anavezer nemet eul lodennig vian eus ar grasou a recever e Rumengoll.

Ra gendalc’ho ar Vretonnet da gaout fisians er Verc’hez ha da zont d’he bizita d’he zi ; mes ra gendalc’hint da zont gant feiz ha devosion, evit ma c’hello ho mam dener ho digemeret mad ha rei dezo ho goulen.

Ar pardon-ma evithan da zont beb bloaz, a zo ato gortozet bep bloas gant mall ha prez, a laca estlamet bep bloas ar re a deu dezhan. Eun dra bennag euz an env so er pardon-ze, rak morse ne deu da enoui, da skuiza ar re hen darempred, ato her c’haver caeroc’h caera bep bloaz, eleac’h traou an douar a deu da skuiza ha da enoui dre ar voazamant.

Ar pez a zo eno euz an env eo ar feiz ; eno e veler skedus feiz Breiz-Izel var dal hag e daoulagad ar bardonerien. Pebez kem etre an dud-ze pa vezont gant ho labourou, pa vezont er foariou ha marc’hajou o kemeret soursi euz a draou ar bed-ma, hag ar memes tud deut da bardona da Rumengoll, deut da henori rouanez Breiz-Izel, deut da c’houlen eun dra bennak diganthi ! Lavaret a rafac’h ne deo mui ar memes re ; n’o deus mui ar memes ear. Pa ho guelit en emel eus ho aferiou e leverot : Setu aze bugale an douar ; setu aze bugale ar bed ; pa ho guelit deut da bardona eo red mad deoc’h lavaret : Setu aze bugale Doue : setu aze bugale an env ; setu aze christenien ! Sin ar c’hristen a lennit splam ha sclear var ho zal, var ho daoulagad eleac’h ma velit o para hag o skedenna sclerijen ar feiz ; var ho muzellou a velit o finval hag a ziskuez dre an doare ma finvont ema ar galon a unan gantho. Oh ! nag a bedennou c’hoeg ha caloneg a zao ac’hano etrezeg an env ! Pebez drid-calon guelet ken aliez a vil den unanet o pidi, oll er memes sonj, oll o veuli an hini so var eun dro mam da Zoue ha mam dezho ho unan !

Evit ar pardoner, ar beden-ze goustadic, ar finvmuzellou-ze sioul ha didrous ne d’eo ket avoalc’h. He galon so re leun, he galon so barr ; al leunder-ze a rank scuilla dreist. Ne ell ket chom ken didrouz-ze ; red eo dezhan cana. Ma n’en deus ket bet c’hoaz he vennad, e can evit he c’houlen ; mar en deuz bet ar pez a c’houlenne, e can evit trugarecat ; ha pa ve zoken an anken, ar c’hlac’har en he galon, e cano ato meuleudi he vam vad, ar vam a drugarez.

Ar re n’o deus ket a feiz, pe ar re o deus nebeut, a rafe vad dezho mont di, ha chom eno eun nebeut da zellet ha da evessaat oc’h ar bardonerien-ze. Ma ne deo ket maro tre ar feiz en ho c’halon, mar deus c’hoaz eun eulfen bennag enhi, e teufe ep mar da zihuna, da entani e creiz eun hevelep grouez. Eno e velfent ez eo e guirionez beo ar feiz e Breiz-Izel. Eno ne c’hoare ket evel en assambleou ar bed ; n’eus ket a hano da ebatal na da ziskuez dillad kaer, braventeziou ; ne d’ear ket di evit guelet nag evit beza guelet. Eno ne zeller nemet oc’h mam Doue, nemet oc’h an Itron Varia remed oll. Eno e veler mesk e mesk ar paour hag ar pinvidik ; an dud a zanvez hag an noblans kercoulz hag ar goueriadet ; eno e veler ar re a zoug seiz ha daftas stouet var ar boultren, mar deo caer an amzer, pe var ar pri, mar deus glao, kercouls hag ar re ne deus var ho zro nemet lian ha mezer divalo. Eno e velit tud a reng huel oc’h taol ar gommunion mesk e mesk gant al labourerien douar, gant ar vicherourien, ar vartoloded, hag ar bardonerien a bep stad hag a bep corn euz ar vro deut di gant poan ha skuisder vras diarc’hen ha var gorf ho roched. Eno e velit ar veleien divardro, deut di epad tri dervez da zicour person ar barrez, skuis maro o cofez ar bardonerien, red dezho avechou dont er meaz da denna ho halan, rag an ilis so evel eur forn c’horet kement a dud a zigouez enhi, ha daoust d’ho ners calon ha d’ho c’hourach, daoust dezho da labourat adalek peder heur dioc’h ar mintin beteg unneg heur dioc’h an noz, e chom gouscoude eun niver braz a bardonerien ep gallout tostat oc’h ar gador gofez. Bez’e vez eno gouscoude, epad tri dervez, pemzek pe c’huezek beleg ha ne deont nemeur euz an ilis na nos na deis.

Bet oan diaraok meur a vech e pardon Rumengoll ; morse avad n’em oa eveset outhan evel am eus great er bloa-ma e 1869, hag evelse ec’h ellan coms gant hardiziegez euz ar pez so tremenet enha. Ar pez a vercan am eus guelet va unan, ha ne ket var lavar re all.

Ne d’oun mui souezet ez afe an Aotrou’n Escop bep bloas d’ar pardon-ze, en despet d’he skuisder, rak bep bloaz e teu di goude pe e creiz ar veach a ra bep nevez amzer dre he escopti evit rei ar gouzemen. Eno e guirionez he galon a Escop a dle dridal o velet feiz he vugale a Vreiz-Izel.

Er bloa-ma, a leverer, ar pardon so bet caeroc’h evit biscoas. Niveri an dud so bet eno d’ar zadorn ha d’ar zul a ve diez ; evidonme ne glaskin ket hen ober. Pa zonjer penaus d’ar zadorn vintin ne deo ket braz avoalc’h ar bourg nag ar parkeier divardro evit digemeret ar bardonerien deut di dindan noz ; pa zonjer penauz antronoz vintin azaleg an oferen genta da beder heur beteg an diveza, da lavaret eo bete creis deiz, e vez meur a vil den e pep oferen hag a ia kuit pa o deus great ho devosion ; pa zonjer ez eo ar memes tra d’ar zul, pe kentoc’h ez eus c’hoas muioc’h a ingroez d’ar zul, lennerien ar gazeten n’hem blamint ket ma ne gredan ket lavaret pet mil den a so bet er pardon-ze.

Lavaromp eur ger epken euz ar pez zo tremenet d’ar zadorn da noz ha d’ar zul. D’ar sadorn da noz, pa voa digouezet an Aotrou’n Escop, e voe great ar brosesion. Eur park braz a zo eno, tri pe bevar dervez arad dindanha, hag en dro dezhan ez eus great eur vali gaer ha ledan. Hogen bez’e voa eno tud avoalc’h evit carga ar vali-ze evel eur chapeled en dro d’ar park, hag an anter euz an dud-ze a ioa pardonerien, eur pilet coar var elum gantho en ho dorn. Da noz an tour a voa goulaouet hag ive an tiez er bourg, ha ker sklear e voa evel e creiz an deiz. Meur a vil den a ioa eno ha n’o deus bet ken guele nemet al leton, hag evit-se n’eus ket bet an distera dizurs. Epad an noz n’oar ket eanet da gana canticou en henor da Itron Varia Rumengoll. Eun dudi oa clevet ar c’hanaouennou-ze e pep corn tro var dro d’an ilis brudet-ze. Ar re n’o devoa ket a vouez da gana, a glevet o lavaret ar chapeled pe ar rozera a vouez huel.

Ar bardonerien a voa bet eno o tremen an noz, hag ar re a voa digouezet dioc’h ar mintin, a voa en em dennet evit an darn vuia goude beza clevet an oferen ha great ho fedennou. Hogen kement-se ne vire ket na voa tud avoalc’h evit an oferen bred. Ar parc eleac’h ma caner an oferen, hag a zo da nebeuta daou zervez arat dindanha, an hent ledan a so tro var dro d’ar park-ze, an dachen a so etre ar park-ze hag an iliz, an tu euz ar vered a zell oc’h ar park, an oll gleuziou tro vardro, ha beteg ar guez a ioa ker carget a dud, ma ne velet nemet pennou, ha ma voa red mad da bephini chom eleac’h ma voa rak ne allet mui na mont na dont. Ar bobl a ioa eno a ioa evel eur mor.

Ne gredan ket ec’h alfet caout netra caeroc’h, netra hag a ziscouesse guelloc’h feiz eur bobl christen, evit guelet eur mor a dud evelse o clevet an oferen canet gant solanite, o silaou eur brezegen gant ar brasa evesdet, ep finval, ep an distera trouz, evel pa na vije nemet eun den en dachen vraz-ze.

Ar prezeger en deus digoret he brezegen en eur lacat e kem ar bardonerien a voa eno gant ar bobl a Israel deut da veuli ha da drugarecat Judith goude m’e devoa dibennet ar brezelecaer braz, an den criz Holofernez. Mari e deus great mil guech muioc’h evidomp eget n’e devoa great ar brinsez-ze evit pobl Doue. Ne devoa great nemet tenna divarnezho ar sclavach pe ar maro, maro ar c’horf epken, ha Mari e deus flastret he benn d’an aerouant ha roetdeomp eur Zalver en deus tennet divarnomp ar maro eternel.

Leac’h o deuz eta ar gristenien vad da ziredet d’ar plasou Santel evel Rumengoll da veuli ho rouanez, d’he zrugarecat, da c’houlen he zicour. Izom on eus sicour digant mignonet Doue, ha piou en deus gallout dirak Doue evel ar Verc’hez ? Piou a vezo silaouet gant Jesus ma na vez ket he vam Santel ?

Mam Doue ! Piou a oufe compren pe gen huel eo savet Mari o tont da veza mam da Zoue ? An lliz, er guel a gementse, e deuz evel aoun o pidi ar rouanez vraz-ze, hag araog he meuli, e c’houlen he otre. Dignare me laudare te, virgo sacrata. Ne allomp-ni ket lavaret anezhi ar pez a lavare S. Paul euz a Jesus-Christ, evel den hueloc’h eget an oll ælez : Petra eo an ælez ? Cannadet. — Da behini anezho en deus biscoas lavaret Doue an Tad : c’hui eo va map ? — Da behini ive eus ar sperejou euruz en deus lavaret Doue an Tad evel d’ar Verc’hez : C’hui eo va merc’h ; Jesus-Christ : c’hui eo va mam ; ar Speret Santel : c’hui eo va fried ?

Hogen bez’ez eus lec’hiou Santel, hag eno an otre da bidi ha da veuli mam Doue a so roet ganthi he unan dre ar burzudou e deus great enho, dre ar grasou a ro enho dalc’h mad. Dre ar burzudou hag ar grasou-ze e c’half he oll bugale da zont di. Rak Mari oc’h penn ma’z eo mam Doue a zo ive hor mam. Diskuezet e deuz e meur a c’hiz ha meur a vech e carie ar Frans, e carie Breiz-Izel. E Frans eo e deus bet ar vadelez d’en em ziskuez an teir vech diveza ma’z eo bet guelet var an douar, var meneziou ar Salet e Lourd hag e Pont-Mean.

Ar Vretoned a dlefe derc’hel sonch mad euz eur gourdrous great var menez Salet gant mam Doue d’hor bro, euz eur gentel roet deomp hag a dlefemp da heuilla ep manc. Lavaret e deuz e voa al leoudouet hag al labourou da zul eo a entane coler Doue a enep hor bro. Na ancounac’haomp eta morse ar gentel, ar gourdrouz-ze deut euz an Env.

Ar prezeger en deus goudeze roet eun ali bennak d’ar bardonerien. Meulet en deuz ho feiz hag ho devosion a velet eno ker beo ; ho aliet en deus da lacat ato da dregarni meneziou ha traoniennou Kerne kercoulz ha plenennou Leon dre ar c’han a ganticou ha meuleudiou ar Verc’hez, da zont da velet an Itron Varia remed oll, mes ato gant devosion, ha da vont en dro d’ar gaer en eur veuli ho mam vad evel ma voant deut en eur he fidi.


Setu ama unan bennak euz ar grasou resevet e Rumengoll :

Aotrou Person Rumengoll a scrif :

« Ne roan ket, emezhan, ar pez a vercan, evit burzudou ; ho c’hemeret a heller avad evit grasou bras deut dre zaouarn ar Verc’hez, ha cridi a c’heller eo hi e deus tennet anezho digant he map evit ar re o deus bet anezho. »

Setu eno ive petra zonjomp o verca ar pareou burzudus ma comzomp anezho ; ken n’e deuz an ilis douget he barnedigez ne c’hellomp lavaret ken ; hogen merca a reomp an traou-ze evit creski feiz ha devosion ar gristenien e kenver hor zalver hag he vam santel. Ni christenien catolig a c’hoar ervad, pa ve meneg a draou burzudus, ne goust ket hirroc’h d’an Aotrou Doue rei ar vuez da eun den maro eget berraat euz eun dervez pe eun heur epken ar c’hlenvet crog en eun den.

« Lizer digant M... da Ch... Miz even 1864.

« Aotrou person, »

Eur poder iaouank, bet epad daou vloaz o labourat var he vicher e Daoulas, hag o veza bet ac’hano an eur vad da vont da bardona da Itron-Varia Rumengoll, en deus dalc’het sonch mad euz al leac’h-ze dre ar grasou a scuil gant largentez Itron Varia remed oll var he bugale vad pa en em erbedont outhi. Dalc’het oa gant eur c’hlenvet a beultrin, hag e taole ar goad couls lavaret bemdez. Implijet en doa a bep seurt louzeier, hag e crede ervad n’oa pare ebet evithan, pa deuas da zonch dezhan euz a c’halloud an hini a zo iec’hed ar re glanv. En em erbedi a reaz oc’h ar vam vad-ze, hag e voestlas rei dezhi daou bod da lacat bokedou, euz ar podou fin a rer e Langeais (Indr-ha-Loer).

Itron Varia Rumengoll a zilaouaz he beden ; pareet eo dre vurzud ha dre c’hallout mam Doue.

An den iaouank-ze eo va breur caer ; ema o chom e Langeais, ha digaset en deus din an daou bod oc’h va fidi d’ho c’has beteg iliz an itron Varia.

Mar oc’h eus c’hoant da c’houzout hano va breur caer, setu hen ama : Felix Pichot, podeur e Langeais. »

Per M...

————

1867. Eun intanvez ha ne deus nemet eur verc’h, a vele ar verc’h-ze clanv, hag ar vedesined n’o doa esper ebet d’he farea. Dont a reaz ar zonch dezhi d’he goestla da Itron-Varia Rumengoll. Nebeut amzer goude en em gave eürus ; bet e doa he goulen digant ar Verc’hez. An intanvez-ze zo deut da seveni he goestl ha da rei eun ofrans d’an Itron-Varia evit diskuez he anaoudegez vad.

————

30 Even 1867. Eur verc’h euz a L… a zo bet meur a vloaz ep bale, hag a zo deut ar c’herzet dezhi kerkent ha ma zeo bet erbedet gant he c’herent oc’h Itron-Varia remed oll.

————

1° Gouere 1867. Eur verc’hik vihan euz a B… oajet a bevar bloaz anter, a ioa dallez c’hoec’h miz a ioa, e deus resevet ar guelet kerkent ha ma o deuz he c’herent prometet dont da bardona da Rumengoll.

————

Eur c’hreg, chomet mudez epad pevar mis goude lacat eur bugel er bed, en em voestlas da vont da Rumengoll ; kerkent e c’hellas lavaret eur ger bennag, hag abaoue ma zeo bet o pardona e coms calz esoc’h.

————

17 Guengolo 1867. Eur mous euz a enez Eussa a goeze aliez e drouk sant trivac’h miz a ioa ; he gerent o deuz he voestlet da Itron-Varia Rumengoll, hag abaoue ne ket coezet.

— Brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Itron Varia Remed oll a ziskuezaz he madelez e kenver daou bried euz a L.... o parea eur bugel dezho. Ar bugel-ze en doa pevar bloaz ha n’en doa great c’hoas camed. He dad hag he vam, leun a fizians er Verc’hez santel, a deuas gant ho bugel da bardona da Rumengoll. He lacat a rejont var eur gador epad ma pedent calonek, daoulinet dirag imach mam Doue, Epad ma pedent, pe ger bras ne voue ket ho zouez hag ho levenez, o velet ho bugel, deut divar he gador, en he za en ho c’hichen, hag o vale couls ha pephini ! Ar Verc’hez e doa roet ho goulen dezho var al leac’h.

————

E 1859, eur c’hrek dougerez a voue pareet ha tennet a boan gant itron Varia Rumengoll. Ar c’hrek-ze, tost d’he zermen, a grogaz enhi ar red-corf, (dyssenterie), en eun doare ma credet ervad oa collet ar vam hag ar bugel. En em erbedi a reaz oc’h Guerc’hez Rumengoll, ha kerkent ar vam a bareaz hag ar bugel a deuas da vad. Daou ex voto, (daou brezant goestlet) a zo en ilis Rumengoll digaset en anaoudegez vad evit ar pare burzudus-ze.

————

Brema ez eus trizek pe bevarzek vloaz, an aotrou P… a reaz eur c’hlenved braz, hag en em erbedaz oc’h itron Varia Rumengoll evit goulen beza pareet. Ervez an ex voto zo e Rumengoll, ar Verc’hez en em ziskuezas dezhan. Prometi a reas dezhi, mar pareje, digas d’he iliz eur merk euz he anaoudegez vad. O veza deut e iec’hed, an aotrou P… micherour ijinuz, a reaz hag a zigasas da Rumengoll unan euz an tamou arrebeuri-ze, kizellet caer, a zo sell an oll varnezho en ilis-ze.

————

Comzet ez eus din euz eur bugel eis vloaz, a ioa mud pevar bloaz a ioa, hag a deuaz ar goms dezhan epad ma edo he vam o pidi dirag imach an Itron Varia remed oll. An dra-ma zo digouezet, a leverer, brema ez eus pevar pe bemp bloas.

24 a vis Mae 1860. Eun den mac’haniet, ha ne c’helle bale nemet var bouez eur ganen, a vale brema ep harp ebet abaoue ma zeo bet o pardona e Rumengoll. Lezet en deuz eno he vaz evel testeni ez eo bet pareet eno.

27 Mae 1868. Eun demezel iaouang euz a L., oajet a 14 vloas, e doa poan o vale ; ne dea nemet var bouez branellou. He mam a brometas mont teir guech da bardona da Rumengoll var droad, evit goulen pare he merc’h. Great e deuz ar pez e doa guestlet, deut eo gant ar brasa fizians da bidi mam Doue, ha ma ne deus ket bet oll he goulen, e deus bet da viana eul loden anezhi. Ep beza pare tre, e vale brema eb en em skuiza ; ober a ra beachou hir ep bas na branel ; o veza deut he unan da bardona da Rumengoll e deus lezet eno he branellou evel eur merg a anaoudegez vad.

————

15 Guengolo 1868. Eun den iaouank trivac’h vloaz a ioa eat ne vouiet ket peleac’h. Caer a ioa he glask n’her c’havet ket. He dud a brometas rei eun ofrans da itron-Varia Rumengoll, hag eun dervez bennak goude e tigouezaz er gear distro euz eur veach en doa great var vor.

————

Eur vaouez euz a Heussa e devoa eur bugel tri bloaz hag a ioa mac’haniet. Erbedi a reaz he bugel oc’h Itron-Varia remed oll, ha brema ez eo pare tre. Ar vam a gred mad e deus bet ar c’hras-ze dre zaouarn Mari pehini, evel ma lavar, ne ziles morse ar re a laca ho fizians enhi.

————

15 Eost 1870. Eur verc’hik nao bloaz euz a Zouar-nenez, a vije kemeret evit eur bugel pemp bloas, ken disterig ha ken astudig oa, a voue goestlet gant he c’herent da Itron-Varia Rumengoll. Ar verc’hig-ze a voue er prosesion e Rumengoll d’ar 15 a Eost 1870, var breac’h he zad rak ne chelle ket poeza var he divesker. Fizians an dud-ze e Doue ne ket bet collet. Ar verc’h a zo pareet tre. D’ar 15 a eost diveza (1872), eo deut adarre, da Rumengoll da drugarecat ar Verc’hez, ha goude beza communiet e deus goulennet gant prez ha laouenidigez guelet ar guiton e doa douget en he dorn epad ar brosesion brema ez eus daou vloas, hag e deus lezet e prof (en ofrans) gant Itron-Varia Rumengoll.

————

Unan euz ar veleien zo bet e pardon Rumengoll da zul an Dreindet 1869, a zigouezaz eno d’ar zadorn da bardaez. Mont a reas dioc’htu da zaludi Itron Varia Rumengoll ha da lavaret he vrevier er c’hoeur. Eno e velaz eur c’hreg, iaouank c’hoaz, hag en he c’hichen eur potrik daouzek pe drizek vloaz. Ar potrik-ze, couls hag he vam, a bede ker calonek, ma vije kemeret evit eun æl. Guir eo an oll bardonerien a voa eno a bede caloneg ; hogen an daou-ma gouscoude a ioa dreist ar re all, ar pez a lakeaz ar belek ma comzan anezhan da evesaat outho. Goude beza tremenet var dro eun heur dirag aoter ar Verc’hez, ar potrik-ze hag he vam n’o doa ket finvet euz al leac’h ma voant.

Antronoz ar belek-ze o veza deut da lavaret he oferen var dro c’huec’h heur, a gavas adarre ar mab hag ar vam o pidi er memes leac’h. Map ha mam a gommuniaz en oferen-ze, ha ken devot, ma voa anat e tremene en ho ene eun dra bennak dreist ar pez a dremen peurvuia e calonou an dud. Guelet a reat en daou gristen-ze, ar potrik hag he vam, eun dra bennag euz ar pez ne veler ket aliez, eun dra bennag euz ar pez ne gaver nemeur var an douar, eul laouenidigez, eun anaoudegez vad ha ne vouient ket penauz he diskuez. Abenn eur pennad goude he oferen, ar beleg, oc’h ho guelet o pidi ato er memes leac’h, a c’houlennas digantho en eur dremen.

— C’hui oc’h eus bet, a dra zur, eur c’hras bennak digant Itron-Varia Rumengoll ?

— Ia, eme ar vam ; buez ar potrik-ze.

— Ha penaus ?

— Ar potrik-ze a voa toc’hor bras ; maro oa zoken a gredan. He vouestli a ris da Itron-Varia Rumengoll, en eur brometi hen deskchen da veza eur servicher mad dezhi mar plicheze ganthi he lezel ganhen e buez. Va goulen am eus bet ; va map zo pareet dioc’htu, en eun taol ; ha setu perag em guelit ama hirio deut gant va map, da drugarecat mam Doue.

Epad ma comze ar vam ; ar potrik ne droe ket he benn hag a bede ato. Neuze ar beleg a droaz outhan en eur lavaret :

— Ahanta, va bugel, pa e deuz ar Verc’hez roet deoc’h ar vuez, e viot fidel ha devot dezhi epad ho puez ?

— O ia, aotrou Person, biken ne ancounac’hain ar pez e deus great Itron-Varia Rumengoll evidhon.

O velet pe ger caloneg e pede ar bugel-ze, e c’heller cridi ervad e talc’ho mad d’he c’her, ha me zo tromplet bras ma na vez ket ar bugel-ze eun deiz eur servicher mad d’ar Verc’hez.

————


Enez Eusa
————

Brema ez euz eun nebeut bloaveziou (e 1844 oa a zonch din), e enez Eusa, e tigouezaz eun dra hag a c’heller da lavaret burzudus, pe da viana ec’h eller credi e voa eno eun taol skoazel aberz ar Verc’hez e kenver tri bugel a voue tostik tost dezho coll ho buez var ar mor. Kement-ma a voa e sizun fask. Pask, evel a ouzeur, a zigouez ato d’ar zul goude kann loar veurs, ha varlerc’h ar c’hedez. Hogen neuze ema an nevez-amzer o tigeri, hag al laboused oc’h en em lacat da ober ho neiziou ; ha mar deo a vouenn d’al laboused ober ho neiziou d’an nevez-amzer eo a vouenn ive d’ar vugale clask an neiziou-ze evit caout ar viou pe ar re vian. En dro da enez Eusa ez eus laboused mor aleiz, hag ar re-ma a deu da ober ho neiziou en toullou pe er faoutou a gavont er vri tro var dro d’an enez. Ar vri-ze a zao evel eur voger huel huel, cleuset ha toullet e lec’hiennou gant an houliou-raor. Al laboused o deus finese avoalc’h evit ober ho neiziou re izel evit ma c’halfet ho zizout divar an deven, ha re huel evit ma c’halfet ho zizout divar an aod na zoken divar ar mor er mareou ordinal. Pa deu avad ar reverziou pe ar mareou braz e c’heller avechou ho dineizia divar ar bagou. Hogen ar mareou brasa, huela, en em gaf d’an derveziou varlerc’h ar c’hedez hag ar c’hann-loar ha dre-ze var dro goueliou Pask.

Er bloavez-ze-ta, da voueliou Pask, tri bugel euz an enez o doa guelet laboused oc’h ober ho neiziou en eul leac’h hag a gredent ervad a c’heljent da dizout euz ar vak pa deuje ar gourleun. En em glevet a rejont eta, d’ar meurs Fask, da zont buan ha buan goude an oferen bred, da zistaga eur vak vian ha da ziscar ganthi an neiziou o doa cavet, araok ma vije digouezet ar re vraz er gaer. Rag aoun o devoa, ma vije ho zud var al leac’h, ne vijent ket lezet da ober ho ïoul.

Tud an enezen-ze a zo christenien vad, hag a vir ar goueliou, zoken ar re n’int ket berz, evel ar zul. Ne deont ket d’ho labour en derveziou-ze, hag evelse d’al lun ha d’ar meurs Fask edo an oll bagou euz an enez oc’h eana en tamouigou aber a zervich dezho da berzier mor. Ar botred-ma-ta ne vouent ket pell evit distaga eur vak vian a ioa enhi diou rouenv. hag en em lacat da rouenvat evit dont da gaout ar vri. Hogen re zivezad oant en em gavet. Ar gourleun a ioa tremenet, hag ar mor a ioa o tisken. An oll a voar seul vrasoc’h ma vez ar mare, seul vui a diz hag a gas a vez var an dour o tisken couls hag o pignat. Ama-ta ar mor a voue trec’h d’ar vugale-se ; kaer o devoa rouenvat, eleac’h tostat oc’h an douar eo pellaat a reant. Ar mor a zache gantha ar vagik, ha gant kement a dis, ma o devoa ep dale beac’h o velet an douar ha ma na c’heljet mui ho guelet euz an enez.

Sonjit-ta e pe stuz en em gave an tri bugel kez-ma ! en eur vagig ha n’oa ket brasoc’h eget eur glosen graon, var eur mor ken houliuz ha ken danjeruz ha ma zeo al leac’h ma en em gavent enhan ! Al leac’h-ze a c’halver ar Raz hag an oll a anavez al lavar-ma a glever alies gant tud ar c’harter :

Biscoas den ne dremenaz ar Raz.
Ep m’en dije aoun pe c’hlaz.

Hag ar beden-ma a ra ar vartoloded pa dremenont dre eno :

Va Doue, va sicourit evit tremen ar raz.
Rak va bag a zo bihan, hag ar mor a zo braz.

Lod euz ar besketerien a lavar evelen :

Rak va bag a zo bihan, ar mor zo treitour braz.

E guirionez, euz an douar braz, e za eno er mor evel diou liven gein pe diou gern menez hag a zo evit guir goloet gant an dour, n’emaint ket avad doun avoalc’h evit ma chomfe ar mor plean pe gompez aziout-ho. Etre an daou lostad menez-ze ez eus c’hoaz aleiz a gerreg, hag an houliou mor, torret gant ar cherrek-se a ia ama hag ahont, a zao evel goaziou pe steriou e creiz ar mor, a red eün pe a dro e tro, ha n’eus nemet martoloded ar c’harter, ar bleizi-mor evel ma chalver ar sturierien arroutet-ze divardro, hag a c’helfe mont dreist ar c’houagou-ze ep en em lacat var var da veza lonket tud ha bag. An diou liven-ze en em asten, unan euz a Bennmarc’h, eben euz a Benn-ar-bed pe euz a gichen St-Vaze-Conk-Leon, meur a leo er mor ; var ar genta anezo ema enez Sizun, ha var eben enez Molenez hag enez Eusa, hag ez euz eno etrezho eun dachennad vor a c’hell caout pemzek pe zoken ugent leo ahed ha kement all a ledander, hag an dachennad vor-se ne d’eo morse brao mont varnezhi.

En enez gouscoude e voa savet prest clask d’ar vugale-ma. Ho c’herent, pa voant deut d’ho ziez euz an oferen bred, o velet ne zigouezent ket er gear evel ar re all, a zouetaz e voant eat da neiziaoui, hag a ieas d’an aod d’ho c’hlask. Eno e veljont buan e vanke eur vak vian, ha n’o devoue douet ebet na voant bet poulzet gant ar mare o tisken er mor bras. Neuze eno e savas prez. Ar bagou pesketa a voue distaget hag al lian savet evit nijal varlerc’h ar vugale geiz. Bagea a rejont tro var dro d’an enez, a dreuz hag a hed, a bell hag a dost, da velet hag hi a gafche eur roud, eun ditour bennag euz ar vak vihan ; furcha a rejont kement karreg a zo er plek-mor-ze, hogen, en aner ; netra ne gafchont. Antronoz, d’ar Merc’her, ez ejont adarre da riboullat ar mor ; mont a rejont a bell, bete Bro-zaus pe dost, ha netra, amzer gollet. D’ar iaou vintin, tud ar vugale a ieas c’hoaz er mor d’ho c’hlask ; goude creis-deiz avad, evel ne chome mui esperans ebet gantho d’ho c’haout, ec’h eanjont d’ho c’hlask. An oll a grede ferm neuze e voant beuzet, ha n’en doa ket ar mor distaolet zoken eur planken nag eur vrochen euz ar vak da ziskuez e peleac’h en devoa ho lonket.

En Eusa ez euz eur c’his meulabl meurbet, hag a ziskuez pe gen douget eo tud an enez da bidi evit ar re varo. Pa deu da unan bennak coll he vuez er mor ; ar pez a zigouez eur vech en amzer, rak evel ma zint oll pesketerien, ha ma tremenont ho oll amzer var ar mor, ne deo ket souez e tigouesse gantho eun darvout bennak beb er mare ; an enezis, pa deuont d’an douar a ia d’an ilis da gerc’hat ar Groaz, hag he c’has da di an hini beuzet. Avechou tud an ti-ze n’o deus ket bet c’hoaz a gelou euz an darvout digouezet ; hogen pa velont ar Groas-ze e c’houzont mad, ep ma ve izom d’hen lavaret dezho, ez eo eat unan euz ho zud da anaoun. Sevel a rer neuze eur chapel venn da lacat ar groaz, evel pa ve eno eur c’horf var varf-scaon. Kerent hag amezeien en em zestum eno da ober eun nosvez veilla, da dremen an noz o pidi evit an hini maro. Antronoz da vare an enterramanchou, e touger ac’hano ar Groas var zao, hag an enezis var he lerc’h e prosesion d’an iliz, eleac’h ma caner an oferen hag ar zervich a enterramant evel pa ve ar c’horf maro eno. Setu ar pez a voue great evit an tri bugel-ma. Caset e voue ar Groas da di ho zud, great e voue an nosvez veilla, hag antro-noz, d’ar guener, ez ejot gant ar c’hroaziou-ze d’an iliz e prosesion evel evit an enterramanchou.

Lezomp brema an eneziz, en ilis, da bidi evit hon tri bugel, ha deomp adarre var ar mor da velet petra a ioa c’hoarvezet gantho.

An tri botrik-ma a ioa daou anezho en oad a zek pe unnek vloaz, an trede, bianoc’h, n’en doa nemet eis vloas. An daou gosa a vouie rouenvat ; an hini bian avad ne vouie ket, ha n’en doa ket ken nebeut a ners d’hen ober. Pa velaz an daou vrasa ne c’hellent ket ren ho bag hag e pelleant ato a dis bras dioc’h an enez caer o doa poania, e crogaz aoun enho, rak guelet avoalc’h a reant edo ho buez var var. Neuze e trojont ho zonch varzu an Env da c’houlen sicour oc’h Doue hag oc’h ar Verc’hez santel. Dre gementse eo anat e voant bugale da dud boas da bidi, boas d’en em erbedi oc’h Doue hag oc’h he zænt. Anez, bugale en ho oad a vije en em laket da vouela ha da gunuc’hi, n’o divije ket sonjet avad da glask sicour euz an Env. An daou gosa-ta a lavaras d’an hini bian : kea var da zaoulin aze ha lavar da bedennou. Ar potrik kez en em laca-ta da bidi. P’en doa lavaret kement peden a vouie, ar re vraz a lavare dezhan : Lavar adarre ! hag hi ive, pa veze eat skuiz avoalc’h ho divrech o rouenvat, a rea eun ean, a bede evel an hini bian, hag a lavare pe a gane an Ave, Maris Stella. Merdaidi an enezennou-ze zo boas d’en em erbedi oc’h Stereden ar Mor. Pa zeont euz an enez e canont an Ave Maris Stella, pa zistroont d’an douar her c’hanont adarre, hag ive var ho labour pa deu ar mor da veza rust. Evelse ar vugale a voar abred an himn-ze d’ar Verc’hez.

Ar potrik bihan gouscoude, gant an amzer a ioa eat skuis var he zaoulin o pidi, hag a vouele, ha neuze riou en doa, rak n’oa ket tom an amzer neuze, dreist oll pa deue an noz. Setu neuze an daou gosa, a ioa tom dezho o rouenvat, o tivisca peb a zae, hag oc’h ho lacat en dro d’an hini bian evit miret n’en divije riou ha ma c’helje kendelc’her da bidi. Tremen a rejont evelse ar pardaez hag an noz oll. Peleac’h oant-hi bet ? Bete pegeit oant-hi bet poulzet gant ar mor ? Ne vouient ket, ha den n’her goar. Ar pez a c’houzeur eo ar mare kenta goude m’oant eat euz an enez n’ho digasas ket en dro evel ma c’heller cridi e raje ; ne vouent digaset d’an douar nemet gant an eil mare, da lavarat eo antronos vintin pa voa dija pell an deiz, ha caset e vouent da zouara, larcoc’h en douar braz, peder pe bemp leo dioc’h beg an douar, eleac’h ma zeo sioul ar mor ha dizanjer, nemet da viana goal amzer a ve ; hogen en derveziou-ze oa brao an amzer.

Pa o devoa eta gallet cas ho bagik beteg an aod, ha disken en douar, e voue great eun digemer mad dezho gant an arvoris ; ha pa voue clevet gantho a belec’h oant ha petra a ioa c’hoarvezet gantho, an oll a ioa paravia o clask gouzout piou a raje muia stad anezho. Ar vugale-ze, e c’hellit cridi, a ioa skuis maro, ha dare gant an naoun. Tremen peder heur var-n-ugent a ioa n’o doa bet tam, hag edont o poania var ar mor, o rouenvat hag o pidi. Ama e voue roet dezho da zibri ha da efa, hag e vouent laket da gousket e gueleou mad, hag evel n’ho c’havet ket c’hoas diskuizet mad antronos vintin, ne dejot ket d’ho c’has d’ar gær d’ar iaou ; d’ar guener avad, eur vak pesketa a zavaz he gouel mintin mad evit ho c’has d’ho enezen, rak gouzout avoalc’h a reat e tlie ho zud beza nec’het gantho, ha glac’haret o clask gouzout petra e voant deut da veza.

Digouezet en Enez, ar vugale, hag ar verdaidi a ioa eat d’ho c’has d’ar gaer a ieas rag eün d’an ilis. Clevet a reant ar c’hleier o son glas ; ne vouient ket avad oa evitho e sonent canv evelse. Pa zejont en ilis, me ho les da zonjal pebez taol a scoaz e calon ho zud a ioa o keuzial hag o vouela dezho ! Eun abaden evelse ne c’heller nag he merca gant ar bluen nag he discleria gant an teod. Eur sebezen o devoue evel pa o divije guelet ar vugale-ze o tont er meaz euz ar bez goude beza bet preiz ar maro. Ar c’hanv a droas buan e laouenidigez, an daelou a c’hlac’har e daelou a joa, hag ar pedennou clemuz e pedennou a anaoudegez vad evit Doue hag ar Verc’hez santel.

Ha brema ar re n’o deus ket a feiz a c’hello lavaret e voa digouezet kementse oll dre chans. E guirionez chans vad o devoa bet. Me avad a gred e voa ar chans-ze eun taol a brovidans Doue. Anez penauz e divije gallet eur vagik ker bian treuzi ar raz oll ep beza tumpet ha taolet var he ginou cant guech gant ar c’houagou mor ker rust a zo eno ? Guir eo pa vez brasa ar mor e vez eno nebeuta danjer, abalamour e vez neuze hueloc’h an dour a zioc’h ar c’herrek ; hogen abars m’e devoa gallet ar vagik mont tre er meaz euz ar raz e tlie beza izeleet mad ar mor, dreist oll ma sonjer e rea an daou botr brasa ho gallout gant ho rouenvou evit enebi ha miret na bellajent dioc’h an douar ? penaus ne vouent-hi ket digaset en dro varzu an enez gant ar mare kenta goude an hini en doa ho zachet er mor ? Ma vijent distroet gant ar mare-ze e vijent bet en em gavet tost d’an douar pa vije tenval an nos, hag e vije bet red eur burzud brasoc’h c’hoaz evit miret outho da veza beuzet. Perag e voant-hi eat larg en douar bras da zouara, ha kementse en despet dezho ? Abalamour vardro an enezennou hag ar bek douar-ze eo ato rust ar mor, hag eo ato danjerus tostaat oc’h an douar. Evidon-me a gred mad e devoa ar Verc’hez santel, divar he zron, clevet ar vugale-ze oc’h he gelver, e devoa taolet eur zell a druez varnezho, e devoa great eur musc’hoarz o velet eur bugel daoulinet e fons ar vag o pidi, ha daou all o rouenvat o clask gouren oc’h an tarziou, e devoa difennet oc’h ar mor rei lam dezho, ha gourc’hemennet d’ho ælez mad ren ar vagig hag he c’has da zouara eleac’h ma zeo sioul ar mor ha ma c’heller dizanjer tostaat oc’h an aod ha mont d’an douar.

————


Itron-Varia-Lourd.
————

Setu ama eur pare burzuduz great dre vertuz an dour a feunteun Lourd, da lavaret eo, dre eur zicour aberz ar Verc’hez Vari. Ar burzud-ma zo bet great e kenver eur plac’h iaouank trivac’h vloaz, c’hoar da berson eur barrezik divar ar meaz a escopti Perigeux, hag o chom e ti he breur.

Ar plac’hik-ma a voa ken displet ma e devoa c’hoas an ear euz eur buguel evithi da gaout trivac’h vloaz. He breur beleg oa ar c’hossa euz ar vanden vugale, hag hi oa ar iaouanka, hag evel ma e devoa collet he zad abred, he breur a zalc’he leac’h a dad dezhi, hag her c’hemeret, hag he respeti a rea ive kentoc’h evel he zad eget evel he breur. Evelse e chome e ti he breur, ha ne felle dezhi morse dispartia diouthan na mont da jom gant nicun euz he c’hoarezet cossoc’h evithi. Biken, a lavare he unan, ne guitaje ar breur-ze, nemed red e vije dezhi hen ober evit tostaat oc’h an Env.

Eur verc’h dizroug ha sioul e voa, ha caret a rea Doue a greiz he c’halon. En em blijout a rea o pidi, hag he ene a ioa troet varzu an Env. He flijadur oa kempen en iliz an aoteriou hag al lienach a ranker da gaout evit ar servich divin ; dreist oll e kemere eur soursi braz euz a chapel ar Verc’hez Vari, he maeronez, rak dougen a rea hano Mam Doue.

Ar verc’h-ma, on eus lavaret, ne divije morse kuiteat ti he breur nemet evit tostaat oc’h an Env, da lavaret eo, nemet evit en em rei oll da Zoue. Hogen abaoue he bugaleach e devoa eur zonch hag a zalc’he stard en he speret, ar sonch da vont da leanez, d’en em lacat etouez c’hoarezed Sant Visant a Baul evit servicha ar beorien hag ar re glan, ha daoust d’ar boan e devije bet o kuitat ti he breur, e divije her c’huiteat ma vije bet cre avoalc’h evit kementse. Hogen he iec’hed a veze ato ker fall ma na ellet ket sonjal he lezel da vont d’ar gouent.

Mar doa toc’hor he iec’het diaraoc, seis miz abars ma voue pareet e teuaz c’hoas da veza toc’horoc’h. Ker clanv e teuas da veza, ha kement a c’hloaziou e devoa ma voa an oll nec’het ganthi. Dreist ar poaniou all e crogaz an hig enhi, ha n’he c’huitea mui couls lavaret na noz na deiz. An hik-ze a veze ker cre ma he c’hlevet euz a bell dioc’h an ti, ha zoken euz an iliz epad ma voa-hi en he c’hambr er presbital. Medesinet aleiz a ioa bet clasket var he zro, hag oll o devoa collet ho foan hag ho louzeier. Aliez gant an hig-ze e venne he c’horfik dinerz beza dismantret oll, hag ec’h allet cridi ez ea da vervel.

Evel ma edo o chom en eur barrezik var ar meaz eleac’h ne voa na medesin na netra, he breur a zonjaz he c’has da di he mam, eleac’h ma’z oa a dost eur medesin mad, eun den gouezieg, a elje caout dalc’h mad soursi anezhi. Ar glanvourez avad ne felle morse dezhi kuitat au ti ma edo enhan.

Etre daou, eur mignon d’ar beleg o veza en em gavet er prespital, a lavaraz eno e voa bet pareet dre vurzud gant Itron-Varia-Lourd eur pennadig a voa. Kementse a roas fizians d’ar breur, ec’h alje he c’hoar caout digant Doue ar memes gras dre scoazel ar Verc’hez Vari. Hogen ar glanvourez ne espere ket e vije great ar burzud-ze en he c’henver ; n’en em gave, ket din a gement-se. « Cridi avoalc’h a ran, emezhi, ec’h ell ar Verc’hez va farea ; burzudou evelse avad n’int ket great evidonme. »

Azalek neuze gouscoude en em lakeas da bidi Itron-Varia-Lourd, ne ket da rei dezhi iec’hed he c’horf, mes da rei dezhi iec’hed he ene.

Ar mignon en doa lavaret d’ar beleg oa bet pareet dre vurzud, en doa lavaret dezhan ive e tlie dont dezhan eun nebeut boutailladou dour a feunteun Lourd, hag ec’h alje rei lod d’he c’hoar. Ar breur a grescas neuze he fizians. Gouscoude an dour ne deuas ket d’an deis merket, hag ar glanvourez, goude beza comanset eun dra bennag ive da esperout, a lavare neuze creoc’h evit biscoas : ne ket evit eur bec’herez eveldonme eo great ar burzudou-ze. Neuze e teuas da veza tristoc’h ha toc’horoc’h evit biscoaz, hag an hig a deuas da veza creoc’h c’hoas evit diagent.

Var gementse he breur a sonjaz e voa red he c’has da di he mam coust pe goustche. Ep lavaret ger d’ar glanvourez, e lavaras d’he vreur caer dont d’he c’herc’hat, ha digouezet oa ar breur caer evit-se pa zigouezaz ive an dour euz a feunteun Lourd.

Ar beleg a ieas neuze da lavaret d’he choar : setu deut an dour a c’hortozemp. Ar glanvourez a ioa an daelou en he daoulagad evel ma veze aliez. Hogen neuze en em laoueneas dioc’htu, hag, evel ma hen lavare goudeze, dont a reas dezhi ar zonch ez ea da barea, hag eo dre an dour-ze e roje ar Verc’hez dezhi ar c’hras-ze.

Neuze e lavaras d’he breur : — Mar bezan pareet gant ar Verc’hez, va lezel a reot-hu da chom ama ?

— A dra sur, eme he breur, n’ho cassin ket ac’hann pa viot pare.

Ar breur hag ar c’hoar o devoa ama aoun oc’h ober an amprou. Ar breur en devoa evel aoun o kinnig an dour d’he c’hoar, hag ar c’hoar ne ziskueze c’hoant ebet d’hen efa.

Gouscoude antronoz ar beleg, goude beza lavaret an oferen, a lavaras d’he c’hoar :

— Mari, ma kemerfac’h eur banne euz an dour-ze a feunteun Lourd.

— Oh ! emezhi, ne gredan ket hen ober.

— Ah perak, va c’hoar ?

— Gortozit ken na deui din eur gaouat hik.

Ne voue ket pell da c’hortoz. Dont a reas dezhi goude creisdeiz eun abaden hik ken na venne mouga.

Da bardaez e savaz hag e teuaz oc’h taol evit coan, petra bennak ne zebre tam. Eno e crogas adarre an hig enhi, ha neuze ar beleg a ziscargaz eur verennad euz an dour burzuduz en eur lavaret dezhi :

— Va c’hoar, ha ne fell ket deoc’h-hu efa euz an dour-ma ? ha ne gredit-hu ket ez a ar Verc’hez d’ho parea.

— Eo, emezhi, cridi a ran.

— Mad, ef eta an dra-ma, ne ket evel al louzeier all, mez evel eun dra dre behini e fell d’ar Verc’hez da barea. Cregi a reaz er veren, hag he c’hassas d’he ginou.

Efa a reaz, ha kement a ioa eno, he breur, he breur-caer ha re-all, a ioa eur beac’h varnezho, ne gredent lavaret ger, o c’hortos guelet petra a iea da dremen. Den ne gomze, oll avad e pedent a galon.

Goude beza efet, he bizach a ioa chenchet, chom a rea evel pa vije sebezet.

— Mad, eme ar belek, cridi a rit-hu oc’h pareet ?

— Ia, cridi a ran, ar Verc’hez e deus va fareet.

— Ha perag e chomit-hu sebezet evelse ?

— Ne ouzon ket va unan.

Neuze en em lakeas da c’hoarzin, ar pez n’e devoa ket great pell a ioa, rak ne rea dalc’h mad nemed gouela. Hogen he c’hoarz a ioa henvel oc’h hini eun den deut euz ar bed all, eun den diskennet var an douar goude beza bet en env.

Re drubuillet e voa evit gallout lavaret petra dremene dreizhi.

— Ahanta, va c’hoar eme ar belek, petra zantit-hu ?

— Me zant eo chenchet pep tra diabarz enhon.

Goude e c’houlennaz eun aval. Ar frouez a garie calz ; hogen pell a ioa n’e devoa gallet dibri frouezen ebet, rak bevech ma claske tanva e croge an hig enhi ken na venne miga. Brema e tebraz he aval chasun ep ma teuaz an hik dezhi. Pare oa tre.

Eur blijadur oa goudeze he c’hlevet o lavaret he unan ar pez e devoa santet er momet ma voa bet pareet. Caout a rea dezhi e voa diabarz enhi unan bennak, evel pa vije micherourien o kempen pep tra, o lacat pep tra el leac’h ma tlie beza. Caout a rea dezhi e voa en he diabarz ar Verc’hez hag selez oc’h he heul, hag e labourent soubl ha kempen da lacat traou iac’h eleac’h an traou clanv, ha traou neat ha digatar eleac’h ar pez a ioa saotret. Ha kementse ne rea ket a boan dezhi ; pell dioc’h eno, eur c’hras ar vrassa a gave. Kementse, emezhi, a voa henvel oc’h labour eun den a falfe dezhan nevezi an arrebeuri hag an traou all en he di, hag en em laca da scuba, da spura, da zevel ar pez zo coezet, da starda ar pez zo distrantel, ha da lacat traou nevez e leac’h ar pez so eat re fall.

Pa dosteaz ar veren oc’h he muzellou evit efa an dour burzuduz, he ene a voue ive carget a feiz. Cridi a reas neuze ferm edo ar Verc’hez eno, ez ea d’he farea, hag e roe dezhi aliou var an doare ma tlie servicha Doue en amzer da zont.

An dra-ze a dremenaz e cals berroc’h amzer evit a laker d’he lavaret ; an amzer epken da efa eun anter guerennat zour. Ar plac’hig a gave dezhi edo er baradoz, hag a garje e vije padet ato ar momet-ze.

Ar glanvourez pareet dre vurzud ma on eus comzet anezhi e devoue eun uvre ar c’haera en nos varlerc’h ma e devoa resevet ar iec’het. Setu ama penauz her c’honte he unan :

« Epad an abardaesvez-ze, goude ar burzud braz-ze en devoa va fareet, e cave din ez oa eun dra bennag a ziouzin ; ha zoken goude ar c’hras vras-ze am oa bet daoust pe gen indin ma voan, e santen eun ïoul ar brasa da gaout eur c’hras nevez. Gouzout a rean oa deut ar Verc’hez beteg enhon, p’eo guir e doa va fareet ; mes caret em bije he guelet. Pa edon iaouang em oa goulennet an dra-ze diganthi meur a vech, ha dalc’h mad e sonjen e kementse ; ar zonch-ze ne dea ket diouzin, hag her c’hemeren evit eur zonch a orgouil. Er pardaez-ze e santen ar Verc’hez ken tost din, ma voan evel er meaz ac’hanon va unan ; an dra-ze gouscoude n’oa ket avoalc’h evidon. He guelet eo ani bije caret, he guelet gant va daoulagad, dindan he guir furm.

Kerkent a ma voan eat em guele, e crogaz eur c’housket c’hoeg enhon. Dre va c’housk, en em gaviz en eun taol e creiz eur sclerijen vras. Guelet a riz o tont etrezeg enhon, var zibrad en ear, ar Verc’hez Vari va maeronez, hag eur vanden ep niver a Verc’hezed oc’h he heul. Guelet a riz ar brosesion hir-ze ; ne elliz avad sellet nemet oc’h ar Verc’hez Santel ; ne velis nemet-Hi.

Eur gened e devoa ha ne ell netra euz an douar beza laket e kem ganthi : eun dra bennag dudiuz hag a denn euz an Env hag a Zoue. An drem, ar vizach-ze ker coant, ker caer, kel leun a c’hras, a ioa peintet varnezhi eur vadelez ha ne oufe den lavaret pe ger bras. Dridal a rean o velet pe ger skeduz oa ; sclerijen a deue anezhi.

Pa voa deut tost ar vanden vras-ze a Verc’hezed, Mam Doue a guiteaz ar re all, ganthi en he daouarn, hag anat oa e devoa c’hoant d’he rei din, coef c’hoarezed Sant-Visant a Baul. Evessaat a riz oc’h he daouarn, daouarn ar Verc’hez Santel ! Nag hi a ioa caer ! maouez ebet biscoas ne devoue daouarn evelse var an douar. Ker braz e voa he dousder, ken dic’hloar e voa e creiz he gloar, ma em boa beac’h o cridi e voa eno rouanez an Env. Caout a rea din ne alle ket mam Doue disken beteg eur grouadurez ken dister ha me.

« Guelet avoalc’h a riz, evel ma voa ar c’hoef-ze ganthi etre he daouarn, e devoa c’hoant da rei din ar c’hras a c’houlennen epad va buez.

« Dridal a rea va c’halon gant al levenez, ha gouscoude e crenen o sonjal pe gen indin e voan.

« — Guerc’hez Santel, va mam, a lavaren, ma tlefen beza eul leanez lezireg, e ve guell-ganhen gouzaon er bed, daoust pe ger poaniuz eo din beza enha, daoust pe ger braz eo an ïoul am eus d’her c’huitaat.

« — N’as pe aoun ebet, emezhi, me a vezo eno evit da sicour ha da zifen, Pa vezi leanez, e pezo cals da c’houzaon, mes dont a ri davedhon ha me as sicouro da c’houzaon poaniou ar vuez.

« — Oh ! ia, a lavaren-me, grit ac’hanon eul leanez vad. Goulen a ran diganeoc’h hoc’h oll grasou ; ho goulen a ran evit va breur.

« Ne allan ket caout sonch eus va oll gomzou. Petra bennak ma voa eno rouanez an Env, e voan evel eur bugel dirag he vam.

« Diskuez a reaz e plije va goulennou dezhi. Neuze e teuas tre beteg enhon, hag e falvezas dezhi lacat he unan din ar c’hoef var va fenn, evel eur vam o visca he bugel.

« Ha me he leze d’am c’hempen, hag oc’h he guelet ken tost din, hag o kemeret kement a zoursi ac’hanon, e santen eun ïoul ar brassa da lamet ganthi a dro vriad, ha da boket dezhi, hag e clasken rei hardiziegez din va unan. Oh ! Nag hi a voa caer, dudiuz ha madelezus !

« Pa lakeaz an dalgen en dro d’am zal, e saviz va fenn, hag en em gavas va bizach couls lavaret touch oc’h he hini. Oh ! Neuze ne ellis ket miret hag e pakiz eur pok diganthi ! E guirionez, va mam oa.

« Musc’hoarzin a reaz, ha neuze e sellaz ouzin evel ma seller oc’h eur bugel a garer hag a lezer da ober ar pez a gar. An ear e devoa da veza contant hag e kendalc’has ken ne devoa peurstaget din an dalgen.

« Laket e doa din va c’hoef, ha zoken laket a zoare. Neuze evel ma’z ea eun nebeut re var an adren, her sachas gant daou vez var an araok. Mont a reas neuze diou pe deir gamed diouzin hag e selle ouzin evel pa e divije choant da lavaret : Setu aze hag a zo great mad.

« Neuze e tihuniz en eun taol, hag e riz eul lam evit guelet ha bez’edo ar Verc’hez eno ato. Siouas ! N’oa netra ebet mui ; n’oa en dro din nemet an noz sioul ha tenval.

« Cousket a riz adarre ; ureal a riz c’hoaz ; hogen ne velis mui ar Verc’hez Vari. »

Setu aze penauz e conte he unan ar plac’h iaouang he uvre. Nep n’en defe ket a feiz, a elfe mousc’hoarzin o lenn kementse ; mes nep en deus feiz ne gavo ket a abeg en histor vrao-ze.

Ar burzudou a ra Doue a so ato evit mad an eneou, evit silvidigez an dud. Servichout a reont da lacat da zigeri ho daoulagad ar re a ve chomet pell ep sonjal nemeur en ho ene, hag ive evit creski feiz ar re zoken a heuil mad al lezen gristen.

Evelse breur ar plac’h iaouank-ze pareet evel ma on euz her merket, a lavar eo cresket cals dre eno ar feiz e calonou tud ar barrez ma ema person enhi. Dont a rejont a vanden da eun oferen a voue lavaret evit trugarecat Doue hag ar Verc’hez, hag abaoue an devosion d’ar Verc’hez mam Doue so cresket calz en ho zouez, evel ive ma’z int guelleet cals da heuilla deveriou al lezen gristen.


Burzud all a vadelez euz ar Verc’hez santel.

En amzer an dispac’h braz, en eur barrez eleac’h ma zoa eur skeuden d’ar Verc’hez respetet bras gant ar gristenien vad, an dispac’herien a lakeaz en ho fenn discar ar skeuden-ze. Hen ober a rejont gant eun hu hag eur jolori ar vrasa, e creiz ar malloziou. Unan anezho, evit diskuez beza guelloc’h potr eged ar re all, a votaz he zeleur en eur puns. Kerkent great ha lavaret ; ar skeuden a voue strinket en eur puns e creiz ar blasfemou hag a bep seurt comzou milliget. Ar jolori gouscoude ne badas ket pell ; an hini en doa aliet da genta ober an torfet, a gollaz ar guelet var al leac’h, hag a voue red he ren dre an dorn evit mont d’he di. Den ne c’hellas miret da zonjal e voa eno eur gentel roet d’an dispac’herien-ze.

Bloaveziou a dremenaz, ar peoc’h a deuaz, hag ar relijion a deuaz ive adarre en dro. Gouscoude skeuden ar Verc’hez a chome e gouelet ar puns, hag an oll dud honest a ioa glac’haret a gementse. Eun dervez person ar barrez a lavaras dezho : « Va mignoned, red eo deomp ober amand henorabl d’ar Verc’hez santel, ha tenna he skeuden benniget euz ar puns eleac’h ma zeo bet stlapet. »

Pephini a gavas mad ali an aotrou person ; laket e voue deiz, ha great gouel en deis-ze.

Oll dud ar barrez a ioa en em zestumet en dro d’ar puns. Ne vanke nemet an aotrou person, hag her gortozet evit comans al labour. Digouezout a reas, mes n’edo ket he unan ; ren a rea dre an dorn eun dall anavezet mad gant an oll, mes n’edot ket o c’hortos he velet eno. Grosmol a zavas, mes ar person a lakeas tevel :

Christenien, emezhan, an dall paour-ze a zo deut d’am zi er mintin-ma, evit goulen diganhen ha diganeoc’h eur c’hras am eus prometet dezhan en hoc’h hano. C’hoant en deuz hen lesfac’h da zicour sacha var ar c’herdin evit tenna skeuden ar Verc’hez euz ar puns-ze eleac’h ma en deus sicouret he stleper brema ez eus dek vloas. Glac’har en deus d’an torfet-ze ; anzao a ra eo gant justis eo bet puniset. Goulen a ra pardon digant Doue, digant ar Verc’hez santel ha diganeoc’h oll, christenien. Lavaret a c’hellan deoc’h ez eo bet pardonet gant Doue ha gant ar Verc’hez ; ho tro zo brema, va breudeur.

— Ia, eme an dall, en eur asten he zaouarn hag en eur vouela, pardon a c’houlennan ! Ne c’hellan mui caout peoc’h ebet ; va c’houstians zo crignet gant ar morc’hed. Me a c’houlen pardon !

— Ia, ia, eme ar bobl, ra vezo pardonet ! Ra deuio ! Ra deuio ! Hag e voue laket dezan en he zorn unan euz ar c’herdin a dlie sacha ar skeuden euz a vouelet ar puns.

An dall eta o veza tosteet oc’h gouzoug ar puns, en em lakeas da zicour sacha. Tud a ioa diskennet beteg ar gouelet evit staga ar c’herdin. Dre chans ar skeuden n’oa ket bet torret. Epad ma he zennet er meaz, en em lekejot da gana al Litaniou. Dont a reaz er meaz ep droug ebet. Pa voue guelet savet da c’horre ar puns, an oll a straclaz ho daouarn gant levenez. Mes eur griaden a voue clevet hag a c’holoas mouez an oll. An dall oa, a ioa en em laket var he zaoulin, astennet he zivrec’h ganthan, hag a grie : Guelet a ran ! Guelet a ran ! An oll en em droas varzu an den dall. Deut oa ar guelet dezan, ha goudeze e vele couls ha pep unan. Heuilla a reaz, ep den d’he ren, ar brosesion adaleg ar puns beteg an ilis eleac’h ma voue laket ar skeuden eleac’h ma edo kent. Sicour a reaz he lacat en he flas, hag e vevas goudeze meur a vloas o veuli hag o renta testeni da vadelezou ar vam a drugarez.

————


Itron-Varia-Lourd. — Kendalc’h.
————

Comzomp c’hoaz euz a Itron-Varia-Lourd, euz ar burzudou a ra e leac’h ma voa en em ziskuezet da eur verc’hik paour ha dister hanvet Bernadeta Soubirous. Eno ar Verc’hez e deus gourc’hemennet d’ar plac’hik-se lakat sevel eun ilis pe eur chapel dezhi ; eno e deus laket da zevel eun eienen pe eur feunteun gaer eleac’h ne voa kent berad dour. Cals burzudou so digouezet, cals tud clanv so bet pareet, ken eno var al leac’h, ken oc’h efa dour digaset dezho euz ar feunteun-ze.

Caout a rer, er c’hæriou bihan, etouez ar vourc’hizien, tud hag a so bet ofiserien pe soudardet, hag a so avoalc’h ho guelet eur vech evit gouzout dioc’htu o deus douget ar zabren pe ar c’hleze. Tud eün ha leal peurliessa, reud avad ha sounn ato var ho izili evel pa vent bepret e penn eur vanden soudardet. Kuiteat o deus an arme, hag o deus cavet ama pe ahont eur gark bennak da ellout implija ho amzer hag ive caout peadra da veva. En ti pa vezont gant ho zud ez int ken dizroug ha bugale, ho mouez avad a so seac’h ha dichek pa reont ho c’hark, pa c’hourc’hemennont eun dra bennak d’ar re so dindanho.

Eun den evelse, eme an hini a scrif kement-ma, e voa tad ar bugel m’az an da gomz anezhan. Clevet em oa e voa bet gant he vugel e Lourd e kichen ar roc’hel ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez varnezhi, hag oa bet pareet ar bugel eno. Mont a riz, evit ober eun enclask, evit clevet ar virionez, da gaout an tad he unan, hag em digemeraz dichipot evel ma ra peurvuia ar re a so bet eveldhan e servich ho bro. Ha setu ama petra glevis gantha.

An tad-ze en doa daou grouadur. Ar iaouanka anezho hanvet Jul, oa moumon he dad, hag an ofiser coz ne alle morse comz euz ar bugel-ze na deue he vouez da grena, ha ne roe da anaout sclear pegement her c’harie.

Jul a ioa bet iac’h ha cre beteg he zek vloas. Neuze e coezas clàn ep ma c’halje den gouzout penaus na perak. D’ar 25 a vis Genver 1865, da noz, pa’z ejot da goan en em lakeas da glem gant ar boan c’houzouk. Ne ellas dibri tam ; efa a ellaz epken eul loiadik souben bennag ep bara.

Antronoz, evel n’oa ket guelleat dezhan, e voue galvet eur medesin var he dro. En he nervennou ema he zroug, eme ar medesin, ha cridi a ran ne zaleo ket da barea. Kementse a roas fizians d’an tad.

E guirionez, abenn eun dervez pe zaou en em gavas guelloc’h, hag ec’h ellas dibri eun tam bennak. Hogen ar c’hlenvet a deuaz adarre, hag e voue evelse bete fin miz Ebrel, guech guelloc’h, guech falloc’h. Azalek neuze ar c’hlenvet ne ziscrogas mui, hag ar bugel ne alle lonca nemet dour, leas, souben, c’hoaz arabad e vije teo ar zouben pe ne dremene ket. Ar bugel kez, gant eur vagadurez evelse a zizec’he var he dreid hag a iea da netra.

A neuze e veze daou vedesin var he dro, daou zen gouezieg, ep ma c’heljent anaout mad he glenvet, hag evelse ivez ep gouzout pe seurt louzou da rei dezhan.

Eun dervez an tad a velaz he vap el liorz o redek hag o lamet, a dreuz hag a hed, evel pa vije collet he benn ganthan. O veza m’az oa ken dinerz ar bugel, he dad a gemeraz aoun oc’h he velet o redek evelse, hag a lavaras dezhan : « Na da ket da fringal evelse ta ! »

— Ne allan ket miret, va zad, eme Jul ; mont a rencan ! ne ellan ket miret !

An tad a ieas d’he gaout, a grogaz enhan, hen lakeas var he varlen ; hogen he zivesker a lame ; goudeze he benn hag he c’houzoug a droe hag a zistroe. Divar neuze ar vedesinet a vouezas mad e voa crog enha ar c’hlenvet spontuz a c’halver Koroll-Sant-Gui. (Danse de saint Guy).

Ar c’hlenvet-se a stag er c’hourlanchen, pe er gornaillen. Ar vedesined a anaie neuze he glenvet, mes ne allent ket he barea. Hirra a eljont da ober, e voue, gant an amzer, miret outhan na fringe ha na gorvigelle kement he izili. Gouzoug ar bugel avad a jome ato stanket. Roet e voue dezhan a bep seurt louzeier ; laket e voue aliez er gibel, casset e voue d’an doureier tom. N’hen lezet na da studia na da ober tam labour. Hogen kementse ne rea nemet skuiza ar c’hlanvour.

Ar bugel kez en doa mez gant he glenvet. Guelet a rea ar vugale all iac’h o c’hoari, hag an dra-ze a rea poan dezhan. En em denna a rea en he bart he unan ken trist ha tra. Pa gave eul levr bennag en em lakea d’he lenn dre guz ; rag hir meurbet e cave an amzer. Eun dervez ma voa eat gant he vam da Sant-Ian-Luz evit en em zoura eno, e cavas var daol eun Itron euz an amezegez, eul levrig hag a gomze euz ar burzudou c’hoarvezet e Lourd eleac’h ma voa en em ziskuezet ar Verc’hez santel. Lenn a reaz al levrik-ze, hag ar pez en doa guelet enha a jomas don en he speret. Da noz e lavaras d’he vam e c’halje avoalc’h ar Verc’hez he barea. Hogen ar vam ne dolaz evez ebet oc’h ar c’homzou-ze euz he bugel.

Dont a reaz ac’hano ker clanv evel ma voa da vont.

An tad hag ar vam a ioa nec’het ha glac’haret o veza collet kement a boan ep gallout ober vad ebet d’ho c’hrouadur. Eana a rejont da rei louzeier dezhan, hag hen lesjont etre daouarn Doue. Kementse ne vire ket outho da veza ho daou noz deiz var evez euz ho bugel.

Jul gouscoude a iea ato dinersoc’h dinersa. Daou vloaz a ioa n’en doa debret tam bouet ebet. Ne jome beo nemet gant ar pez a efe, ha ne allet, nemet gant mizou bras, rei dezhan da efa eun dra bennag hag en divije an ners da vaga. Eur scrij oa guelet pe gen treud ha pe gen drouk-livet oa deut da veza. N’oa mui eur berad goad dindan he groc’hen ; kemeret e vije evit eur skeuden coar guenn. Anat oa e tostea ar maro outhan, ha ne alle zoken mont a bell.

An tad, en he c’hlac’har, ne allas ket miret neuze da vont adarre da ziskuez he vugel da eur medesin all goueziecoc’h c’hoaz, a gave dezhan, eget ar re a ioa bet diaraok var he dro.

Hema o veza sellet piz oc’h gouzoug ar bugel, o velet pe ger stanket oa, a hejaz he benn, hag o velet an tad o scrija, e lavaras :

— Ne lavaran ket ne elfe ket ho map parea ; hogen goal glanv eo. Ar medesin-ma a lakeaz he louzaoui d’he c’hiz ; hogen he louzou a strafuille kement ar bugel, ma voue red he lezel. Ar medesin he unan a lavaraz eana.

Neuze an tad a deuas da sonjal ma vije great d’ar potrik lonca eur vruzunen vouet bennak dre gontragn, e teuje marteze da ellout treizia. Hogen ar vedesinet a ziskuezas dezhan sclear ne allet ket ober eun dra evelse ep mouga ar bugel ; e voa he c’houzoug en eun doare na dremenje biken bruzunen vouet dreizhi nemet dont a raje da zistanca.

Epad ma edo an tad hag ar vam en nec’hamant-ze, Jul a lavaraz adarre eun dervez d’he vam :

— Va mam, ne ket ar medesin-ze na medesin all ebet eo a gaso va c’hlenvet kuit. Ar Verc’hez Vari eo ani fareo. Casit ac’hanon da roc’hel Lourd, hag e velot e vezin pareet eno ; me voar avoalc’h.

Ar vam a lavaras kementse d’he fried, hag hema a respontas dioc’htu :

— N’eus ket da chipotal ; red eo he gas da Lourd, hag ar c’henta’r guella.

Tad ar bugel ma comzomp anezhan n’en doa ket a feiz. Ar burzudou a gleve comz anezho a ioa marvaillou evithan. Ne grede ket e teuje Doue d’en em emel euz ar pez a dremen var an douar. Pa lavare eta evelse dioc’htu cas he vap da Lourd, ne ket m’en divije fizians d’he velet o parea dre vurzud. Esper en doa epken, o cas he vugel da ober eur veach c’hoanteat ganthan, da velet he speret o laouenaat, ha dre al laouenidigez-ze marteze ive d’he velet o vellaat a hent all. Cridi avad e vije pareet he vap dezhan, dioc’htu, en eun taol, ar zonch-ze a voa pell diouthan.

Edot neuze en derveziou kenta a vis c’huevrer, hag an amzer a ioa criz. Hogen an distera goal amzer a vije avoalc’h evit peurgas ar bugel paour. Red e voue eta gortoz eun nebeut.

D’an daouzeg a vis c’huevrer an amzer a ioa caer ha clouar. An tad a ieaz en hent gant he vugel. Kemeret a rejont an hent houarn bete kaer Tarb.

Epad ar veach Jul a ioa laouen bras. Leun oa a feiz ; n’en doa douetans ebet na vije pareet. Bep en amzer e lavare d’he dad :

— Va zad, pareet e vin ; c’hui velo. Meur a hini all so bet pareet c’hoas ; perak ne ven-me ket ? Ar Verc’hez Vari am fareo.

Feiz ar potrik a voa seul souesusoc’h ma voa bet savet ep clevet nemeur comz a relijion. He dad, evel on eus lavaret, n’en doa ket a feiz ; he vam a iea d’an oferen hag a rea he fask ; ha setu eno oll. Ha setu ar pez a strafuille an tad, a jenche penn evit penn d’he oll gredennou, hag her c’hontragne da respont d’he vap :

— Ia, ia, va bugel, pareet e vezi ! petra bennak n’en doa fizians ebet he unan,

O veza digouezet e Tarb ha diskennet en eun hostaliri vraz, an oll a daolaz ho zell var ar bugel kez, o velet pe gen treud ha pe gen distruch oa ha gouscoude he vizach a ioa coant ha laouen. An oll o doa truez oc’h ar potrik, hag an tad o veza lavaret evit petra oant en em laket e beach, an oll a rekete m’en divije ar bugel he c’houlen, hag oll e tiskuezent ho devoa mall d’he velet en distro.

An tad, petra bennak ne espere ket eur burzud, a gasas gantha ato da velet, eur pakad kuignou.

Pa zigouesjont e kichen ar roc’hel, edot o lavaret an oferen er chapel a zo a zioc’h an doare cao ma ema ar feunteun enhi. Jul a bede gant feiz, a greiz he galon ; he vizach a ioa entanet oll ; kemeret e vije evit eun æl.

Ar beleg a ioa oc’h an aoter a evesseaz outhan, ha pa voa echu an oferen, e teuas da gaout ar bugel hag he dad. Jul a ioa ato var he zaoulin, hag ar belek a lavaras dezhan :

— Va bugel, ha c’hoant oc’h eus-hu da veza consacret d’ar Verc’hez ?

— Ia me garfe ervad ! eme ar potrik.

Ar beleg a reas dioc’htu ar beden evit kementse, hag ar bugel, laouen braz a lavaras neuze d’he dad :

— Brema, va zad, ez an da veza pare !

Neuze e tiskenjont d’ar c’hao. Jul a ieaz adarre d’an daoulin dirak skeuden ar Verc’hez, hag en em lakeas da bidi, he zaouarnigou gantha pal ha pal ; an tad ne rea nemet sellet.

Goudeze e savaz, hag e tostajont oc’h ar feunteun. Ar bugel a voalc’haz he c’houzoug hag he gerc’hen. Neuze e kemeraz eur banne dour hag ec’h efaz eul loncat bennak.

An tad a grene o velet he vap oc’h ober ar pez a rea, didrouz, laouen, leun a feiz hag a fizians. Strafuillet oll oa o velet an amprou diveza-ma. Gouscoude ne felle ket dezhan rei da anaout d’he vugel en devoa douetans, hag e kinnigaz eur guign dezhan en eur lavaret : Guel ha te ello dibri brema. Hogen goude beza roet ar guign d’ar potr, e troaz he gein, evit na velje ket penauz en em gemerje ; ar momet diveza a ioa deut, ha meneg a ioa eno a vuez pe a varo he vap.

Ne voue ket pell evit distrei, o clevet Jul o crial outhan gant eur vouez sclear :

— Va zad ! va zad ! dibri a ellan, ha mad e cavan ! m’em boa lavaret deoc’h ! me ioa sur ! m’em boa feiz !

An tad a ioa er meaz anezhan he unan ; he vap a ioa pare, hag hen bete neuze ne grede ket, hag en doa c’hoas beac’h brema o cridi. Gouscoude abouez moustra avoalc’h ec’h ellas respont :

Ia, va map, me vouie avoalc’h ne alle ket ar Verc’hez mancout da rei deoc’h ho coulen. Ha gouscoude ne grede ket avoalc’h. Ar Bugel avad en doa debret diou guign chasun, hag a c’houlenne eun all. An tad a lavaras neuze : Gortozit, Jul, ha pedit c’hoaz ar Verc’hez Santel.

Neuze e redas d’ar chapel evit lavaret d’ar beleg ar pez a ioa digouezet. Ker strafuillet e voa, ne vouie nemeur petra rea na petra lavare. Ar beleg a ziredaz da gaout ar bugel, ha pa zigouezaz, edo Jul o tribi an tam diveza euz he drede kuign. Escop Tarb a ioa eno ive en dervez-ze, a velaz ar bugel hag a glevas gant he dad a be clenvet scrijuz oa pareet ; an oll a rea lid ha stad d’ar potrik, en em laouenea hag a veule Doue abalamour dezhan.

Dont a reaz ive neuze sonch d’an ofiser coz euz he bried. Pebez laouenidigez evit ar vam clevet ar c’helou euz ar burzud-ma ! Kerkent e laca cas dezhi dre an telegraf electrik ar ger-ma epken : « pare ! »

Hogen, goude m’en doa casset ar c’helou, e teuas keus dezhan ; an douetans aioa c’hoaz en he galon. « Marteze, emezhan, an dra-ma ne deo nemet eur vellaennig en eur dremen. » Ne alle ket cridi e voa e guirionez pare he vap.

Ar potrik avad a ioa laouen hag eurus. Dalc’h mad e lavare d’he dad : « Guelet a rit, va zad, eo ar Verc’hez epken a elle va farea, me vouie avoalc’h ; m’em oa hen lavaret deoc’h meur a vech. » Dont a reas d’an hostaliri, hag eno e tebras chasun. An tad en doa avoalc’h da ober o sellet outhan o tibri. Goudeze e teuas en dro var droad da gichen ar roc’hel da drugarecat he vadoberourez. Unan euz ar veleien a ioa eno a lavaras dezhan : han ! potrig, anaoudeg e vezi, ha ne ket ta, e kenver ar Verc’hez mam Doue ?

— Oh ! ar Verc’hez Santel ! emezhan, biken n’he ancounac’hain ! hag e tiskueze gant he zorn skeuden ar Verc’hez hag an Env.

Pa zigoueschont en hostaliri vraz, e Tarb, edo an oll oc’h ho gortoz. An oll a gemere perz en eurusdet ar bugel.

Clenvet ar potrig a ioa padet daou vloaz ha naontek devez.

Neuze e teujont adarre gant an hent houarn d’ar gær ; mall o devoa da velet mam ar c’hrouadur. Houma, ec’h ellet cridi, a ioa el levenez abaoue me devoa bet ar c’helou, hogen pa errujont, ar bugel a ioa skuis maro hag a ieas da gousket ep dibri tam ; ha setu ar vam ankeniet ha nec’het. Sonjal a rea oa bet tromplet pa voa lavaret dezhi e voa pare he map. Antronoz vintin avad e voue dinec’het pa velas Jul oc’h taol o tibri c’hoek ; muia a ioa da ober oa miret outhan da zibri re.

Abaoue, ar bugel a so iac’h pesk. Pareet oa, ne ket a nebeudou, mes en eun taol, ha ne ket bet clanv eun dervez ac’houdevez.

Ar vedesinet a ioa bet var he dro o deus discleriet ne voa ket en ho gallout parea ar bugel-ze, hag ep lavaret crenn e voa eur burzud eno, o deuz anzavet oll e voa eno eun dra hag a ioa dreist gallout ar vouiziegez.

An tad, evel ma on eus lavaret, n’en doa ket a feiz bete neuze, hogen neuze e voue red mad dezhan cridi ; red mad e voue dezhan distrei oc’h Doue ; ha setu an hent en doa kemeret an tad a drugarez evit digeri he zaoulagad d’ar paour kez den-ze a ioa dall bete neuze evit he ene.

Evit Jul a so abaoue devot evel eun ael. Er scol ema, hag e tesk evel ma car, rag studia ha poania a ra a zevri. Ha pa c’houlenner digantha ha caret a rai iviziken ar Verc’hez Vari, e respont ter :

— Oh ia ! a greis va c’halon hag epad va buez !

————


Eur pare burzuduz all.

Eur beleg euz a Gemper, eat e pelerinach da Lourd, a scrif ac’hano, d’ar c’henta a viz here, eur momet goude beza guelet he unan ar pez a verk. Setu ama he gomzou :

« Nag hen a zo bras madelez ha gallout ar Verc’hez santel !

« Creisdeiz nemet kart eo. — Emaoun o tont euz ar c’hao, pe euz an toul a zo er roc’h dindan al leac’h ma zeo en em ziskuezet mam Doue, hag em eus guelet eno, ne deus nemet eur momet, eur burzud ; her guelet em eus splam gant va daoulagad va unan. — Edomp o vont er c’hao pe en toull-ze. Dougen a reat eur plac’h iaouang a dri bloas varnugent, chomet seizet daou vloas zo varlerc’h an derzien tyfoïd. Abaoue, epad an daou vloas, n’e doa morse gallet ober eur gamed. — Edomp en eur gichen o vont er c’hao ; me a ioa vardro tri zroatad diouthi var he lerc’h. Setu hi en eun taol o crial : pare oun ! — Hag e les he bas da goeza, hag ep sicour ebet en em laca da vale he unan, dre ar c’hao ; me iea var he lerc’h, hag he guelen o vale, o plega evit poket d’ar roc’h a zo bet treid ar Verc’hez varnezhi ; neuze o lacat he baz var diri an aoter ; goudeze o taoulina evit trugarecat Doue hag he vam santel.

Edon ato en he c’hichen, ha pa zeo savet, em eus croget en he dorn gant ar zantimant a estlam a ioa e calonou an oll en eur momet evelse. Neuze omp en em laket da gana ar Magnificat ; mes ken tenereet oa calonou an oll ma n’on eus ket gallet mont bete penn. Neuze omp en em laket da grial euz a oll nerz hor mouez ha gant ar santimanchou birvidica a anaoudegez vad : Bevet Itron-Varia Lourd !

Etre daou ar plac’h iaouank pareet a iea da rei he dorn d’an oll re glanv a ioa eno o c’hortos beza pareet eveldhi, hag an dud he douge, a rea cher dezhi, pephini a felle dezhan he guelet ha touch outhi. Red e voue he zenna euz a douez ar bobl tud bodet en dro dezhi, pe e vije bet mouget… Ah ! ma velfe an dud difeiz traou evelse !

C’hoar ar plac’h iaouank pareet a ioa eno eat er meaz anezhi he unan gant he levenez. Comzet em euz outhi, ha ganthi he unan em eus clevet e reat Irma Dubois euz he c’hoar, e devoa tri bloas varnugent, e voa daou vloaz a ioa seizet ep gallout ober camed, hag e voa ho zad Barner a beoc’h e Grandrieu, e Departamant Loser.

————

Eur scrifagner christen a lakea, n’eus ket pell, moulla eul levr eleac’h ma comz euz an tri leac’h ma zeo Mam Doue en em ziskuezet enho en amzeriou diveza-ma e Frans, er Salet, e Lourd hag e Pont-Mean. Er Salet, emezhan, Doue a felle dezhan diskuez deomp he justis, e Lourd he drugarez, ha Pont-Mean a vezo evidomp, mar caromp, eun errez euz ar peoc’h.

Plijet gant Doue e ve guir ar pez a lavar ar scrifagner-ze. Daoust petra vezo, ar vuez-ze savet etouez ar gristenien e tu ar c’hreisdeiz d’ar Frans, hag ar prez a lakeont d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez santel, a zo ato eur sin vad.

E guirionez, ar burzudou a ra brema ar Verc’hez a Lourd a dle lacat meur a gristen toc’hor da zigeri ho daoulagad. Er sizun-ma e velan adarre daou vurzud merket var ar c’hazetennou.

Eun demezel, merc’h da eur c’habiten coz euz a zepartamant an Dordogn, a ioa dalc’het abaoue pell gant eur c’hlenved ha ne gavet pare ebet dezhan. Seizet oa he izili, ha ne c’helle na finval, na coms ; dilezet oa gant ar vedisinet.

Dont a reas dezhi ar zonch da ober eun navet da Itron-Varia Lourd, ha da fin an naved-ze ec’h ef eur veraden zour bennag euz a feunteun ar Verc’hez. Kerkent e lavar a vouez huel : comz a ran ! — Kement a ioa eno, souezet oll, en em daolas d’an daoulin da drugarecat Doue.

An demezel a c’houlen he dillad, en em visk he unan, a zebr eun tam benag, a ia d’ar chapel, hag eno, dirag al leanezed, en em laca da gana ar Magnificat evit trugarecat ar Verc’hez Vari.

————

Eur c’hreg euz a Berpignan a deuas da Lourd gant eur bugel mac’haniet e devoa, eur verc’hik seis vloaz, a ioa troet ha nezet he zreid hag he divesker, en hevelep feson n’e devoa gallet morse ober camed ebet. Souba a ra ar bugel e feunteun ar Verc’hez, ha kerkent ar verc’hig a zo pareet, hag en em laca da vale ken eün ha pep den.

Kement a ioa eno a bardonerien a voue tenereet ho c’halon. Oll e fell dezho guelet ar bugel, touch outhi ; poket dezhi, hag ober stad euz an hini e devoa tennet varnezhi sell Mam Doue.

————

Setu ama eun all hag en deus resevet ar guelet o voalc’hi he zaoulagad gant dour a feunteun Lourd. An den-ma en doa bet eur guelet euz ar guella ; guelet a rea splam an traou hag abell zo hag a dost. Evit chom pell an noz da lenn ha da studia he zaoulagad ne skuizent ket. Hogen e miz even 1863 setu he zaoulagad o tont da goc’henna, ha va den a voue souezet o santout he velet o vont digantha a daol e taol.

Buhan ez eas da gaout medesinet ; hogen ho louzeier ne rejont vad ebet dezhan. Dre ho ali e lezaz he zaoulagad tre da eana, hogen ne vellea ket dezho evit se, hag e sante ervad hag an oll ive a vele ez ea ep dale da veza dall.

Epad ma voa er stad trist-ze e kendac’he da scrifa, pe kentoc’h e lakea eur bugel da scrifa evithan da eur mignon en devoa. Ar mignon-ze hag he c’hreg a ioa protestanted ho daou. Hogen eun dervez he vignon o respont dezhan, hen alie da c’houlen ar pare digant Itron-Varia-Lourd. Lavaret a rea dezhan en doa tremenet dre ar gær-ze ha n’en doa clevet ken hano dre eno nemet euz a dud pareet dioc’h clenvejou, ha dreist oll euz a dud a ioa deut ar guelet dezho o voalc’hi ho daoulagad gant dour euz ar feunteun burzudus. « C’hui, emezhan, a so catolig, hag a dle caout feiz er burzudou-ze. Evidon-me, ma vijen bet eveldoc’h, ne vijen ket chomet da varc’hata. Ma ho kuelfen pareet ha deut da velet mad dre an dour-ze, ne lavaran ket ne anzafen ket neuze ema ar virionez ganeoc’h. Mar oc’h eus diegi oc’h ober ar veach, ne ket red deoc’h zoken he oher. N’oc’h eus nemet scrifa da Aotrou Person Lourd, hag hennez a zigaso deoc’h avoalc’h eur voutaillat euz an dour-ze, hag a lavaro deoc’h penauz he implija. »

Al lizer-ze digant he vignon protestant a lakeas va den souezet, hag a reas dezhan sonjal a zevri. Catolig oa ; feizen devoa ; heuilla a rea zoken euz al lezen gristen ar pez so red ; he feiz gouscoude n’oa ket beo avoalc’h. Cridi avoalc’h a rea ec’h elle an dour-ze he barea ; eun dra bennag zoken a lavare dezhan e vije pareet ma carje he implija ; gouscoude ec’h argile.

Ar pez a rea dezhan argila evelse, he unan hen lavare goude, eo an aoun en devoa da veza dleour da Zoue euz a eur c’hras ker bras.

« Ma venn pareet, emezhan, gant ar vedesinet ; oc’h ho faea e vezin kitez. Hogen ma ra Doue eur burzud em c’henver, e vezo red mad din beza anaoudeg, hag evit diskuez va anaoudegez vad e tlein ren eur vuez santeloc’h evit a ran brema. »

Ha setu penauz an den-ze hag hen c’hoant dezhan da gaout ar guelet evit daoulagad he gorf, n’en doa ket a c’hoant e vije sclerijennet he ene.

Var gementse e tigouezas dezhan guelet ar mignon protestant-ze en doa he aliet da voalc’hi he zaoulagad gant dour euz a Lourd. Ar mignon-ze hag he bried a reas kement a eljont evit he lacat da zenti outho. Lavaret a reant ne voa nemet digareziou ar pez a rea aoun dezhan ; mar bije red dezhan ren eur vuez vad mar bije pareet, ne voa bet nebeutoc’h eun dever evithan hen ober ha pa jomje zoken dall ; ha pa vije pareet gant medesinet e vije dlet ato dezhan caout anaoudegez e kenver Doue, p’eo guir eo hen ato a ro vertus d’al louzeier ; kementse oll ne vire ket outhan da argila. Skuiz gouscoude o clevet rebechou he vignon, e lavaras :

— Mad, pa deui va zecretour, e lakin scrifa da berson Lourd da c’houlen eur voutaillat zour.

— Me eme he vignon, a dle beza mad avoalc’h da zecretour.

Evelse va den, evel na gave mui digarez ebet, a voue red dezhan lezer scrifa eul lizer en he hano. Al lizer eta a voue scrifet dioc’htu ha laket er post.

Ar protestand a lavare neuze d’he vignon e tlie neuze en em lacat e stad da reseo ar c’hras-ze euz an Env, da lavaret eo, ober ar pez a c’houlen ar relijion catolig evit en em lacat e gras gant Doue.

— Ha ne ve ket lavaret, eme egile, eo c’hui a ve catolig ha me protestant ?

— N’eus fors, eme he vignon, ma ven en ho leac’h, e rafen va gallout evit caout digant Doue va goulen.

Va den eta a ioa nec’het. Ne vele mui berad, hogen evit senti oc’h he vignon ez eas da bardaez da gaout he gonfessor, mes n’her c’havas ket, pe kentoc’h, re a dud a ioa e kichen he gador ha ne ellas ket caout he dro. Pa zistroaz ac’hano e voa digouezet ar voutaillad zour a c’hortoze.

Neuze e chomas c’hoaz eur pennad da argila. Erfin gouscoude en em daolas d’an daoulin da c’houlen pardon oc’h Doue ha d’en em erbedi oc’h ar Verc’hez Santel, hag o veza discarget en eur veren eur banne euz an dour burzuduz, e voalc’has gantha he zaoulagad. Kerkent e teuaz ar guelet dezhan.

Spontet e voue, en eun doare bennag, o velet he zaoulagad deut en eun taol da veza ker sclear ha biscoas. Evel guechall Moizez er goueleac’h, a scoas daou daol var ar roc’hel evit tenna dour anezhi petra bennak ne dlie skei nemet eun taol, hema ive n’en doa ket c’hoaz avoalc’h a feiz, ha petra bennak ma vele mad, en em lakeas da voalc’hi ha da asvoalc’hi he zaoulagad gant an dour burzudus.

Hogen, n’oa ket eno da lavaret nann ; deut oa ar guelet dezhan neat ha sclear. Ar pardaesvez-ze ez eaz adarre da glask ha da gaout he gonfessour evit discleria dezhan ar c’hras en doa bet digant Doue. An hini a zo digouezet ar burzud-ze gantha, eo en deuz he unan scrifet kementma. Ne lavar ket hag en em c’hreat eo catoliked he vignon protestand hag he bried ; hogen credabl eo o devezo digoret ho daoulagad d’ar virionez o velet ar burzud-ze.

Lavaret a ra c’hoas gouscoude penauz hen he unan, o veza eun dro bennak manket a feiz, ne gollas ket ar guelet evit-se ; santout a reaz avad ar memes poan evel a zante araok ma voa tenvaleet he velet, hag ar boan-ze ne deas kuit nemet pa en doa adarre nevezet he feiz hag he fizians e Doue. Doue ep mar, a felle dezhan rei dezhan da anaout ne vele mad nemet dre eun taol euz he c’hras hag euz he vadelez.


Eur pare burzuduz all.

Eun den, carget da zioual eur glouet var hent houarn ar c’hreisdeiz, a lavar evelen penauz eo bet pareet e Lourd.

« Ato oun bet cre ; mes labourou hir ha goal amzer a zigasas din, brema ez eus tremen seis mis, eur boan hag a vire ouzin da finval. Ar medesin a lavare oa eur Rhem padus. Tri miz e chomis var va guele ep gallout finval. Pa falveze din finval eur c’har, e c’halven va fried pe unan eus va bugale vian pehini a zave var va guele evit va zrei. Va foan a ioa cris meurbet. Erfin ec’h ellis sevel ha bale var bouez branellou ; hogen poan am boa ha va zreid ne deant nemet a stlej.

Digar oa va stad ; netra nemet va labour da veva, ha dervez labour ebet. Va greg a c’hounit dek lur er miz er gloued. Tri bugel on eus, bihan ho zri. Eun dervez e c’houlennent bara, ha ne voa ket da rei dezho… Setu bete pegeit oan eat! Muioc’h a c’hoad fall a rea din ar guel anezho eget va foan. Tud vad o deus va zicouret… An Aotrou’n abad a roe din bouillons ha bep en amzer eur pez a eis real a veze cavet buan implich dezhan. Euz ar c’hastel em eus bet keuneut hed ar goanv, hag abaoue pell ann hini zo e penn ar stasion a ro din bara. Anez, petra vijemp-ni deut da veza ? Ah ! ne ket poan zo manket din !…

Abaoue tri miz eta e zean er meaz avechou. Eur mestr cantonier hag a lenn liziri Breuriez ar Feiz a gomze din euz a Itron-Varia Lourd, euz a eun archer pareet oc’h en em voalc’hi e feunteun Lourd, euz a eur vestrez scol a ioa bet pareet ive he daoulagad gant an dour-ze. Ar goardou all eveldhon a lavare din :

— Jaffard, eun Doue zo ; c’hui zo reuzeudik ; red eo pidi ha mont da Lourd. Ma n’oc’h eus ket a fizians, na dit ket. Mes Doue a c’hell pep tra. Ho pet fizians, hag it evelse.

Ne zonjen ket e Doue ; ne beden ket guechall ; mes pa guez an dichans varnoc’h e teu sonch anezhan. Kementse a rea din sonjal ; esper am boa ; en em lacat a ris da bidi Doue, hag e lakejomp ar vugale vihan da bidi ive. Avechou e falgalounen.

— Bah ! eme ve, ne barei morse ; an dichans zo crog enhout. Ar zonch vad a deue neuze var gorre, hag e lavaren din va unan. — Gouzout a reomp ez euz eun Doue ; hor bet fizians. Ober a ris va zonch da vont en hent ; eun dra bennag a lavare din : Pareet e vezi.....

Daou pe dri dervez araok ne eanen da lavaret an Ave Maria. Erfin e tiblasiz. Eun truez oa va guelat e gar Lourd. Roet oa din eun nebeut arc’hant, hag e vouen douget en eur c’har d’ar feunteun.

Pidi a rean ; neuze e sonjen ; ar verc’hik vian-ze a velaz ar Verc’hez santel a zo eurus meurbet ; kementse ne vije ket digouezet ganheme, ne dalvezan ket keit-ze. — Clask a ris goalc’hi va zreid. Eun den am zicouras ; n’oan ket goest da denna va boutou. Va delc’her a reaz evit va lacat en dour. Oh, na me a bede ! me zonje din e lesjen eno va branellou. Eun tamik gras e caven ; nebeut gouscoude. Ne gollis ket courach, hag e lavaren : mad, dont a rin adarre. Va fried a voue trist bras pa em guelaz o tistrei gant va branellou.

Eur voutaillad zour a ioa eat ganhen euz a Lourd. Araok mont da gousket va fried a ziscargaz eur banne en eur scudel, hag a c’hlebias din c’hoas va zreid. Me a bede, e c’hellit cridi. Neuze e claskis sevel ; ha setu me em za. En em lacat a ris da vale, hag e valeen eas. Neuze e criis : Greg, pare oun ! Va fried a chome da zellet ouzin sebezet. Neuze e lavaras : Oh! Guerc’hez santel, hag ez euz ha ne gredont ket ! Oh, nag hi a zo mad ! hag e vouele gant laouenidigez.

Neuze en em gaven ken eurus, ma liviris : red eo deomp mont da di an amezek.

— Coeza a ri, a lavaras va fried.

— Me valeo couls ha te.

— Hag ar vugale a lezimp aze ep den var ho zro ?

— Ar Verc’hez ho diouallo ; deomp.

Kemeret a ris va letern, ha setu ni en hent. Eun anter cardeurik bale on doa da ober dre eun hent dies. Sevel a rejont, ha me ho les da zonjal pe ger souezet e vouent. Hon amezeien zo tud vad ha tud a relijion tre. Rei a ris dezho da efa pep a vanne euz an dour a ioa deut ganhen. Antronoz, ep baz na netra, e zis da stasion Lesponey, eun anter leo dioc’h va zi. Itron mestr ar stasion a griaz oc’h va guelet : Sellit-ta, Jaffard o vale ! Oh ! eur burzud ! An oll a ioa souezet. Mont a riz a hed al linen ; ne c’helle ket va c’hamaradet cridi eo me a velent. Neuze e lavarent din : Mad ac’h eus great mont da Lourd.

Pa o deus va guelet o tont da Lourd hirio, va branellou ganhen em dorn, o deus lavaret : Setu Jaffard o vont da gas he vranellou da chapel ar Verc’hez ; nicun anezho n’en doa c’hoant goapaat.

Azalek kaer beteg ama em eus baleet. Eun tamik poan am eus c’hoas ; n’oun ket lijer, mes esper am euz e teuin da veza. Va zreid a ioa coenvet scrij ; digoenvet int. Ne c’hellen ket plega va c’hein ; reud oan evel eur vaz ; hag e plegan eas bete’n douar. O ar Verc’hez am lacai e stad da c’hounit va bara ha da vaga va bugaligou. Brema e pedin ato, ha ne vezo ket izom da lavaret, d’am fried na din me, ober hon deveriou a gristen. Oh ! parea tre a rin, ha bep bloaz e teuin ama.

————


Ar Verc’hez o c’hriat he zilis da Zant Thomaz
a Gantorbery.
————

Sant Thomas a ioa bet harluet euz he vro abalamour ne felle ket dezhan ober eun dra disleal bennag a c’houlenne roue Brozaos diganthan. Dont a reaz e Frans, hag en em dennaz e couent Pontigny, eleac’h ma chomaz eur pennad mad. Hogen abaoue meur a vloaz an Escop santel ne zouge evit guiscamant dindan nemet eur silis, ha pa guiteas Brozaoz e voue red dezhan mont en hent a drouc’h-tranch ep caout amzer da gas ganthan dillad da chench.

He siliz eta, evel n’en doa nemethan, a deuas da regi hag a iea a billennou. En em gaout a rea evelse nec’het, rak n’en doa c’hoant da ziskuez da zen he binijennou hag he baourentez.

E Cantorbery ez oa eur vaouez santel a vouie epken ar secret hag a c’hrie dezhan he silis pa veze izom ; mes ama n’en doa den da ober an tam labour-ze evithan.

Eun dervez o veza e penn an iliz ep den var he dro, setu hen oc’h azeza eno evit guelet hag hen a c’helje dresa he viscamant dindan. Hogen n’oa ket eun dra eas ; hen ne vouie nemeur griat, ha ne vouie na penauz en em gemeret na dioc’h pe benn comans. Epad ma edo en nec’hamant-ze, setu eun itron gaer, rouanez ar bed he unan oc’h en em gaout dirazhan. Ar Verc’hez a dlie gouzout ober an tam labour-ze, rak sant Jerom en deus scrifet e tlie ar bed beza barnet eun deis gant mab eur Verc’hez, eur gemenerez.

Mari a zaludaz an arc’hescop, a lavaras dezhan ne dlie ket en em nec’hi, hag erfin a gemeraz ar silis euz a dre he zaouarn, a azezaz en he gichen, hag a zresaz a zoare ar silis roget. Goude beza great an tam labour e ber amzer, e zeas kuit.

An Archescop, an daelou en he zaoulagad, hag he galon o tridal gant laouenidigez, ne c’hellaz, evit paea he vicherourez, nemet he meuli hag he zrugarecat. A benn eun nebeut goude, sant Thomaz a Gantorbery a c’hellas mont da gaout Philip, roue Frans ; hema a reaz he beoc’h gant roue Brozaoz hag e c’hellas mont en dro d’he escopti.

Ha ne deo ket eno eun histor vrao evit diskuez humilite ar Verc’hez hag ar zoursi a gemer euz he zervicherien ?

Prest goude m’oa distroet an Arc’hescop santel da Gantorbery, mam Doue a reaz eno eur burzud all. Bez ez oa eno, o tizervicha eur chapel, eur beleg iaouank hag a rene eur vuez santel, mes ne lavare morse ken oferen nemet oferen an Itron Varia. Abalamour da ze ar person canton ha beleien all divardro, a deuas d’he damal ha da zougen clem en he enep dirag an Arc’hescop. Ar beleg iaouank-ze, pa voa c’hoaz eur c’hrennard, en doa santet he galon leun a garantez evit mam Jesus, hag en em lakeas da studia en dra c’helle, gant ar c’hoant en doa da veza beleg ha da c’hellout lavaret bemdez an oferen en henor d’ar Verc’hez santel. Mes o veza studiet eur pennad, hag o santout ar garantez-ze o creski c’hoaz en he galon, ne falvezas ket dezhan gortos mui, ha petra bennak n’en doa ket c’hoas descadurez avoalc’h, e reas kement dre he bedennou, ma voue beleget. Neuze, evel m’en devoa peadra, e lakeas sevel eur chapel gaer var he zouar hag eun ti e kichen eleac’h ma en em dennas gant eur c’hloareg hag eur mevel, hag e rene eno ar vuez ar santela. He amzer a dremene o rei an aluzen hag o pidi, hag e lavare bemdez gant ar brasa devosion, an oferen santel en henor d’an Itron-Varia.

Oc’h he velet o ren eur vuez ken dishenvel dioc’h ho hini, ar veleien divardro a deuas d’he damal dirag ho Arc’hescop. Pa voue galvet dirak sant Thomas, ar beleg iaouang a lavaras dioc’htu ne lavare morse nemet oferen an Itron-Varia, hag anzao a reas zoken ne vouie lavaret nemet an oferen-ze. An Escop santel a voue souezet ; consoli a reaz ar beleg iaouank guella ma c’helle ; ne gredas ket gouscoude rei dezhan an otre da gendelc’her da lavaret an oferen, abalamour n’en doa ket a voueziegez avoalc’h. « Chomit, va map, emezhan, ep lavaret an oferen, ken na viot deut gouezieg avoalc’h evit ober an oll deveriou stag oc’h ar velegiach oc’h eus resevet.

Var gementse, ar beleg iaouank, goloet a vez, a ieas d’he chapel. Eno var an aoter en doa laket eun imach d’ar Verc’hez euz eur gened dispar. Stouet dirag an imach-ze, he galon rannet gant glac’har, e lavare : « O va mam ha va mestrez vad, gouzout a rit eo evit ho servicha em eus troet kein da oll vadou ha plijadurezou ar bed. Ne c’houlennen nemet eun dra, en em staga oc’h ho servich ; ha setu tennet diganhen an otre da lavaret an oferen, hag ouspen oun carget a vez hag a zismegans.

Grit eta brema ar pez a zere oc’h ho carantez ; grit rei din adarre an otre d’ho servicha a zo lamet diganhen. Ma na rit ket, bezit sur me a ziscaro ar chapel-ma a ioa deoc’h hag am oa savet evidoc’h.

O comz evelse e plege he benn var an aoter, hag he glebie gant he zaelou. Kerkent setu ar vam vad o rei ar goms d’he imach, hag o lavaret dezhan dre c’hinou an imach-ze : « Na vuanekait ket, ha chomit e peoc’h, va map ker ; mes it da gaout an Arc’hescob ha lavarit dezhan e secret : Setu ama, Aotrou’n Escop, ar pez ma zoun carget da lavaret deoc’h aberz an itron a deuaz, e penn an iliz, e couent Pontigny, da c’hriat deoc’h ho silis pa voac’h nec’het avoalc’h o clask hen ober. »

O clevet ar vouez-ze, ar beleg iaouang a voue estlamet. En em lacat a ra da drugarecat mam Doue, ha neuze e red adarre da di an Arc’hescop. Evel ma c’houiet e voa bet caset ac’hano an derc’hent carget a vez, ne fellet ket he lezel da vont beteg ar prelat. Abenn eun heur, eur vikel vraz o tont euz ar palez, her c’havaz eno beuzet en he zaelou, hag o c’houzout ervad e voa divlam ha direbech, her c’hasas beteg an Escop santel. Sant Thomaz hen anavezaz, hag en em lakeas da goms brao outhan.

« Kemerit oc’h amzer, emezhan, va map ; ma vank peadra deoc’h, me ho sicouro euz a greis va c’halon, rak gouzout a ran e leverer pep mad ac’hanoc’h ; ar pez avad a fell deoc’h da gaout, ne c’hellan ket hen rei deoc’h. »

Neuze ar beleg iaouang o tostaat oc’h an Arc’hescop, a lavaras dezhan en he bart he unan : « An itron a c’hriaz ho silis deoc’h e penn an iliz e couent Pontigny, eo a gemen deoc’h rei din an otre da lavaret an oferen. »

D’ar goms-ze an Arc’hescob en em daolas d’an daoulin ehars treid ar beleg iaouang, hag a roas dezhan, na petra-ta, ar pez a c’houlenne. Ouspen-ze kinnigen a reas dezhan cargou all ; ar beleg iaouang avad a lavaraz en doa avoalc’h gant he chapel, hag a zistroas da servicha he batronez santel gant muioc’h a zevosion evit biscoas.

Ar Verc’hez Vari a reas c’hoas muioc’h evithan ; digari a reaz he speret en eun doare burzudus ; rak bete neuze en doa bet eur speret pounner avoalc’h, p’eo guir ne c’helle lavaret bete neuze nemet oferen an Itron-Varia.

Eun nebeut derveziou goudeze sant Thomaz a Gantorbery a resevaz ar gurunen a verzer, o vervel evit difen ilis Doue.

Ar burzud am eus merket ama, eme an hini a scrif an dra-ma, ne voue disculiet nemet pa deuaz ar maro d’ar beleg iaouank. Eun nebeut goude he varo, ha tri bloas goude ma voa laket sant Thomas e reng ar zent, eo bet contet din, evel ma emeuz he verket ama, gant tud hag a verit beza credet.

————


An Telenner
————

Karl a ioa eur barz evel ar re a velet stank guechall e Breiz. He vicher oa c’hoari gant an delen, ha cana varnezhi soniou ha kanaouennou. Hogen deut oa da veza coz, ha paour lazar oa. Eun dervez m’edo o vale o clask he dam bara, e tremene ebiou d’eun davarn ; eur vanden dud iaouang a ioa eno en em zestumaz en dro dezhan hag a falvezaz dezho he lacat da gana.

— Alo, bars coz, distagit deomp aze var ho telen eur zon nevez pe unan bennag a ganaouennou ar vro. Ne ket bier a vanco deoc’h da efa.

Hogen ar bars coz a hejaz he benn, hag eleac’h mont en davarn, en em dennaz a douez ar ganfarted hag ez eas gant he hent. Ar pez a vire oc’h an telenner coz da zilaou goulen an dud iaouank-ze, ne ket ne vouische ket a zoniou avoalc’h da gana. Gouzout a rea dindan envor kement soun ha kanaouen a ioa bet savet er vro ; mes ar muzig a ioa eun dra sacr evit Karl, ha ne felle ket dezhan saotri he delen o cana en eun hostaliri, da dud iaouank diskiant ha lonkerien.

Gouscoude en doa naoun ha sec’het, ar bars coz ! An hent a ioa hir ha goloet a boultren, ha ti ebet ne zigore dirazhan. Mont a rea didrouz ha sounn he benn gantha dirag an dud pinvidik, laouen hag ar musc’hoars var he vuzellou dirag ar vugale.

Setu creisdeiz o son. Var ar meziou ne veler den ; eat eo an oll d’ho fred. Ne glever ken trous nemet cleier ar parreziou divar dro o sini an Angelus.

Karl a azezaz oc’h costez eur c’hleuz, hag a lakeaz he delen var he varlen ; neuze en em lakeaz eur pennad mad da zellet outhi truezuz evel p’en divije c’hoant da gozeal outhi.

Ar bars coz a ioa bet guech all mad ar bed gantha.

Guechall en doa kemeret perz e kement eured, e kement dimizi a veze er c’harter. Ma kreske an dud en eun ti, mar digoueze eun deiz ha bloas, Karl en em gave gant ar re genta Gouel ebet ne alle beza mad ma na vije ket ar bars enha, ma na vije ket clevet son skiltr he delen o trec’hi var an avel.

Ar plac’hed iaouank a zride pa her c’hlevent ; an dud iaouang a lavare e voa an dorn-ze a velent o vont hag o tont ker scanv var an delen, cre avoalc’h evit dougen ar c’hleze couls ha soudard ebet, ha difen ar vro mar bije ezom.

Ar bars coz ha n’en doa hen caret morse nemet he delen ? Ne ouzon ket. N’oa ket bet demezet. Gouscoude bep bloas, da noz an anaoun, ez ea da zaoulina var eur bez er vered, hag e tenne euz he delen an toniou ar re druezusa, toniou goest da lacat ar re varo da zridal en ho bez.

Karl a ioa bet eur potr stard. Brema c’hoas, pa deue ar botred iaouank da choarzin d’he vleo guenn ha d’he varo hir ha rouestlet, e save sounn en he za, e talc’he he benn seder ; he zaoulagad a daole c’hoas tan, hag e tiskueze sclear e tiskenne euz eur vouenn dud hag o devoa gouezet mania ar c’hleze couls hag an delen, hag ober ho dever var eun dachen vrezel couls hag en eul leur nevez.

Hogen brema Karl n’en em zerviche euz he delen nemet evit goulen eun tam bara. — Ar bars paour a jome azezet oc’h ar c’hleuz, tenval he benn ha mantret he galon.

An taol diveza euz an Angelus a scoe, hag eun diveza beraden daelou a ziredaz a hed boc’h ar bars kez.

Goudeze, evel pa en divije son an Angelus dihunet en he ene ar zonch euz a zevosionou he vugaleach, e savaz, ez eas da eur chapel a ioa eno a dost, e taoulinas var dreuzou ar chapel, hag o sellet truezuz oc’h imach ar Verc’hez, a ioa en dro dezhan diamanchou ha perlez roet gant rouanet, e lavaraz en eur vouela puil :

— Guerc’hez santel, ne c’houlennit digant ar vleunen nement he c’hoez mad, digant al labous nemet he zon, digant ar bugel nemet he zell.... Ar bars ne ell oc’h enori nemet gant he delen hag he ganaouennou. Mar tlean mervel gant dienez e troad oc’h aoter, da viana va diveza can a vezo bet evidoc’h. Ne ouzon pedi na rei da anaout ar sonjou eus va ene nemet en eur gana.

O Rouanez an Env, boaz evel ma’z oc’h da glevet kanaouennou an aelez, na zisprijit ket kanaouen an den reuzeudig en em erbed ouzoc’h.

Ar feiz a zigas buez er bars clasker.

Kemeret a ra he delen, hag en em laca da zon ganthi.

Morse pa voa iaouang hag e creiz he ners, n’en devoa canet na sonet ker caer, morse n’en doa distaget eur ganaouen var eun dro ken dudiuz ha ken truezuz.

Lavaret a reas, dre he gan, ar pez a ioa digouezet gantha en he vugaleach, en he genta iaouankiz, en oad ma voa deut da veza den iaouang avoalc’h hag e pehini en doa poaniet kement da zont da veza eur muziker bras. Goudeze, en he oad vella, an dreveil en doa kemeret o clask deski he vicher da re all. Neuze e canaz, en eur grena, ar poaniou euz he gosni hag an dienez en devoa da c’houzanv. Gouela a reas varnezhan he unan, crial a reaz evel pa vije e dizesper, hag erfin, he nerz o vancout dezhan, e coezas, dare da vervel, e hars treid imach ar Verc’hez Vari.

Oh burzud !

Imach mam Doue a deu da finval. Ar Verc’hez a denn dioc’h ar gurunen zo var he fenn, eun diamant euz ar re gaera, hag her c’hinnik d’ar bars.

Karl, he galon o tridal gant al laouenidigez hag an anaoudegez vad, ne alle lavaret ger. Kemeret a reaz ar pez a ginniget dezhan hag e chomas pell da bidi dirag imach ar Verc’hez Vari. Goudeze e redas da gaer Mayans evit guerza he ziamant da eur iuzeo ha caout peadra da brena bara. Rag an dra-ma a voa en Alemagn, tost da gaer Mayans, hag er gær-ze ez euz aleiz a iuzevien hag a ra kenvers gant ar vein prisius, gant an aour ha gant an arc’hant.

Karl a redas gant he ziamant da di ar iuzev Izaac.

— Pegement a dal heman, eme ar bars coz, o lacat he ziamant var ar stal ?

Ar iuzev a lakeaz he lunedou var he fri, a zachaz he vonet blevek var he ziouscouarn, a bouezaz ar mean prisiuz en he zorn ha goude er balansou, hag a lavaras neuze :

— Cant scoet a dal.... bars coz… cant scoet en arc’hant nevez.

— Cant scoet ? a lavaras Karl outhan he unan ; hag eo an Impalaer en deus roet hema d’ar Verc’hez…

Ar iuzev-ma a ra goab ac’hanon-me.

— Ho trugarecat, Izaac, eme ar bars, mont a ran da stal Samuel a zo ama e kichen da velet petra a ginnigo din.

— Ker guir ha ma’z oun eun den honest, ne ellan rei nemet daou c’hant scoet evithan, ha c’hoaz e roan re. Hogen abalamour ma oc’h eus great avechou plijadur d’am greg ha d’am bugale gant ho telen…

— Ah ! va zelen ger ! eme ar bars ; va zelen e deus great din caout an diamant-ma a dal, me zo sur, dek mil scoet.

— Trugarez ! ha sonjal a ra deoc’h-hu em eus-me cavet oll denzoriou templ Jeruzalem ?

— Va diamant a zalc’han, Izaac ; pa ro eun Itron evelse eun dra bennak da eun den, e tle rei dezhan peadra da veva an nemorant euz he vuez.

— Ah ! bars coz, eun dro oc’h eus great er bourkou dre aze ?

— An hini ma eni eus sonet dirazhi gant va zelen, eo Impalaerez ar bed ; hogen c’hui, dre ma’z oc’h iuzev, ne gredit ket d’ar burzudou.

— Livirit din atao.

Karl, evel eur bugel didroidel, a lavaraz eün ar pez a ioa digouezet gantha, an doare ma en doa bet he ziamant digant ar Verc’hez. — Ar iuzev fallagr, a c’hoarze dindan he vourrou oc’h he glevet.

Pa en doa distaget he histor : Hag e sonch dit, eme ar iuzev trubard, rei traou evelse da gridi din-me ? Me n’oan ket ganet deac’h, bars counnaret ? Da ziamant a dal epken eur gorden evit da grouga. Clevit, tud vad Mayans, ha credit, mar kirit. Ho kuerc’hez e deus roet d’ho pars koz ar mean ar prisiusa laket gant an Impalaer da gaeraat he c’hurunen ! Karl en deus saotret ho chapel, laeret en deuz imach ho kuerc’hez ! Eun tantad tan da zevi al laer ilizou evel ma tever an heretiket hag an touerien Doue !

Eur vanden dud a ioa en em zestumet en dro da stal Izaac.

Ar iuzev hag ar bars coz a voue croget enho ho daou, ha caset dirag ar varnerien.

Izaac evel test.

Karl evel kabluz ha tamallet.

An telenner paour ne alle lavaret netra nemet ar pez a ioa digouezet gantha.

Condaonet e voue da veza crouget.

Karl a dolaz eur zell leun a druez hag a drugarez var ar iuzev en devoa he verzet evel ma en devoa Judas guechall guerzet hor Zalver. Mont a reas didrouz, ep en em glem, da heul an archerien her c’hase er meaz a gaer evit paea he dorfet tost d’al leac’h ma en devoa her great.

An dud iaouang en doa guelet dioc’h ar mintin oc’h efa en davarn, en em gavas var he hent.

— Ahan ! bars coz, ne felle ket dit egentaou dont da zibri ha da efa ganeomp-ni ! Disprich a reas varnhomp ! Guell oa ganez mont da laerez imach mam Doue, an hini a zifen ar vro-ma !

D’an tan al laer ilizou !

D’ar groug, an diot coz !

Korden ar bourreo d’al laer difeiz !

Karl ne blege ket he benn evit clevet ar c’homzou dismegansus-ze : pell dioc’h eno ; dre ma tostee oc’h al leach ma tlie beza laket d’ar maro, e valee sounnoc’h hag he zell a deue da veza scleroc’h ha laouenoc’h.

Eur manac’h coz a ioa en he gichen, oc’h he zicour d'en em bourchas d’ar maro, hag o kinnigen dezhan bep en amzer ar grucifi da boket. Aliez e lavare dezhan :

— Anzavit ho pec’het, va breur, hag o pezo ar pardon anezhan.

Ar bars ne lavare ger, hag a zelle oc’h an Env.

Guelet a reat ar chapel ; ar bourreo a ioa er penn araok.

— Grit amand henorabl, va breur, eme ar manac’h coz.

Karl a zistroaz oc’h ar vanden dud a iea d’he heul.

— Clevit, pobl, ho mouez a leverer eo mouez Doue. Silaouit diveza comzou Karl, an telenner. Ar virionez am eus lavaret d’ar barner, ha mervel a ran divlam. Va ene zo leun a fizians. Va list c’hoas da vont da zaoulina dirag imach mam Doue. Va zelen din c’hoaz eun nebeut ! va zelen din. Ma na ro ket ar Verc’hez din ar pez a c’houlennin dre va diveza kan, c’hui a vruzuno va zelen hag am stago oc’h ar grouk !

— Lezomp-hen da ober he ziveza kanaouen !

— Lezomp-hen ; red eo dezhan avad hasta afo.

Karl a gemeraz he delen, a reaz eur zell truezuz oc’h imach ar Verc’hez hag en em lakeas da zini.

Piou en doa biscoas C’hoariet var eun delen en eur stad ken doanius ? Eur beleg en tu deou dezhan, ar bourreo en tu cleiz, ha peul ar grouk dirag he zaoulagad ?

Karl, Karl ! a beleac’h e teu deoc’h an toniou-ze a ia evel eur c’hleze bete gouelet ar c’halonou hag a laca an eneou da vantri ? Petra eo ar beden-ze a venn ranna ar c’halonou ?

— Avoalc’h ! avoalc’h ! a lavare ar bopl.

Karl avad ne gleve netra. He zonch a ioa e leac’h all. He galon a vize lavaret a vruzune o clevet ar zon a roe he delen dindan he viziet. Gras a c’houlenne oc’h mam Doue. He ene a c’hourene oc’h ar maro.

— Avoalc’h ! avoalc’h! a lavaraz adarre an dud.

— Sellit! a lavaraz ar manac’h a vouez huel.

Oh burzud !

Imach Mari, hag hen e mean, a zirede goustadik diou bez beraden zaelou a hed he divoc’h. An diou veraden zaelou-ze, o coeza, a deuas da veza diou berlezen gaer.

An imach a astennaz he zorn, ho destumaz, hag ho c’hinnigas d’ar bars coz.

An oll dud a voa eno en em lakeas da stracal ho daouarn.

Karl a voue digaset var zouk da gær Mayans.

An diou veraden zaelou burzuduz-ze euz ar Verc’hez a veler eno e tenzor eur chapelik dister, en eur gouent. Karl ho roas d’ar gouent-ze pa voa deut ar mare dezhan da vont euz ar bed-ma.

Guelit pe ger mad eo ar Verc’hez Santel ! Kentoc’h, eme dadou an iliz, e rafe eur burzud e kenver ar re en em erbed outhi gant fizians hag a greis calon, eget na jomfe ep ho zicour.

————

Eur gevridi evit ar Verc’hez. — Eun den iaouanc pehini abaoue pell amzer n’en doa nemeur a zonch a Zoue, en em lakea en hent evit mont da Baris. Araog diblas e c’houlennas digant eun itron euz he anaoudegez ha ne devoa kevridi ebet da rei dezhan da ober. — Eo, emezhi, mes va c’hevridi, evithi da veza dister, a gafac’h marteze diaez da ober. — Livirit-hen din ato, eme an den iaouanc, ha me he graio mar gellan. — Mad, emezhi, pa viot digouezet e Paris, it da lavaret eun Ave Maria evidon da iliz Itron Varia ar Gounidou. An den iaouanc, petra bennag n’oa nemeur ar gevridi-ze dioc’h he zoare, a stouaz he benn evit diskuez en em garge anezhi. Ne grede ket lavaret ne graje ket.

Goude beza tremenet eur miz o redek dre Baris evit guelet an traou caer so er gær-ze, ar beacher a rea he bourchas da zistrei d’ar gaer pa deuas da zonch dezhan eus an Ave Maria a behini en doa en em garget. Chom a reas da argila, hag e lavare outhan he unan. — Goaz aze… Ne din ket! Goude e lavare adarre, bah, p’eo guir oun en em garget ; ha neuze red e vezo din lavaret geier, pe anzao n’em bezo ket great ar gevridi. Setu hen ta o redek da Itron Varia ar Gounidou evel eun den a ia abrez hag en despet dezhan da ober eun tam labour ne blij ket dezhan, mes pehini so red da ober. Mont a ra d’an daoulin hag e tigas en he zonch ar beden-ze en doa lavaret alies guechall, mes pehini en doa brema couls lavaret ancounac’heat… Erfin evel kent e teuas da zonch dezhan anezhi hag en em lakeas d’he lavaret.

Mes araog m’oa echu he Ave Maria gantha oa deut sonjou all en he speret. Chom a reas da zonjal, ha souden e teuaz an daelou en he zaoulagad. Person Itron Varia ar Gounidou, boas da velet tud evelse o tistrei oc’h Doue, her guelaz hag a deuas d’he gaout. An den iaouanc a gofessas, a jomas eun derveziou bennag eno, hag araog dont euz a Baris en devoue an heur da reseo he Zoue.

Pa voa digouezet er gaer, kenta tra a reas oa mont da gaout an itron e devoa roet dezhan kevridi an Ave Maria, evit he zrugarecat ha lavaret dezhi petra voa c’hoarvezet. Houma ne voue tam souezet oc’h he glevet, rag e gortoz edo da gementse ; rag an itron-ze so eur gristenez vad hag e deuz eur fizians dispar e madelez hag e trugarez mam Doue.

————


An Ave Maria
————

Da Aotrou escop Orlean eo e tleomp ar pez zo ama varlerc’h.

Eun dervez, emezhan, e voe roet din da anaout pe ger gallouduz eo an Ave Maria. E kichen guele ar maro eo e teskis kementse, e kichen guele eur verc’h spirituel din hag a garien cals, eur c’hreg iaouanc hag e doa great ganen, n’oa ket c’hoas goal bell, he c’hommunion genta. Ar c’hiz am oa da alia ar vugale a rea ho fasc kenta ganen, da zerc’hel mad da lavaret an Ave Maria. Ar c’hreg iaouanc-ma ne doa nemet ugent vloaz, hag a veac’h oa bloaz abaoue m’am oa he eureujet. Dalc’het e doa mad d’am ali, ha zoken, ervez eun ali all a roen d’ar vugale, e doa lavaret bemdez eun dizenez bennag eus ar chapeled. Er pevar bloas diveza e lavare ato ar chapeled hed-ha-hed. Merc’h oa da eur marechal coz eus an Impalaerded kenta. He zad, he mam hag he fried he c’harie dreist.

Pinvidigez, iaouankiz, gened, eurusdet, ne vanke netra dezhi. Edo o paouez gouilloudi, hag e doa het eur map. Mad, e creiz an oll eurusdet-ze eus an douar, setu en eun taol e voa red dezhi mervel. Eur c’hlenved hag a laz ato a voa croget enhi, hag e ranke mervel ! hag eo me a voa carget da gas dezhi ar c’helou euzuz-ze. Mont a ris.

He mam a ioa mantret gant glac’har, he fried ne vouie ket petra rea gant he anken, he zad a ioa sebezet oll, cals muioc’h eget ar vam, ar pez a veler meur a vech. Aliez em eus evesseat penaus, pa zigouez eun anken vras bennag, ar merc’hed christen a gaf muioc’h a ners da zougen ho foan evit ar vrezelourien caloneca. Mont a riz eta en ti glac’haret-ze, ha ne vouien penaus tostaat oc’h an hini glan. Pe ger souezet ne vouen-me ket, pa voan eat beteg enhi, oc’h he guelet laouen o vusc’hoarzin ouzin ! Ia, ar c’hreg iaouanc-ze pehini a iea da veza sammet dre eur maro trum eus a greiz oll blijadurezou ar vuez-ma, a iea da veza dispartiet dioc’h he zud he c’harie kement, ar c’hreg iaouanc-ze a vusc’hoarze ouzin ! Ar maro a dostea a lammou braz ; her gouzout a rea, ba gouscoude he laouenidigez a voa trec’h d’he anken.

Ne allis ket miret da lavaret dezhi : Pebez taol, va merc’h ! hag hi a respontas din gant eur vouez ha ne allin morse da ancounac’haat : — ha ne gredit-hu ket ez in d’an Env ?

— Va merc’h, eme ve, esperans vad am eus.

— Ha me, va zad, a so sur.

— Ha petra ra deoc’h, va merc’h, beza sur ?

— Eun ali o poa roet din guech all.

— Pe seurt ali ?

— Pa ris va fasc kenta, o poa va aliet da lavaret bemdez, ha da lavaret caloneg an Ave Maria. Hen lavaret em eus ep mancout, ha zoken pevar bloas so em eus lavaret bemdez ar chapeled, ha setu perag oun sur da vont d’an Env !

— Ha penaus, eme ve ?

— Ne allan ket cridi, emezhi, hag ar zonch-ze ne da ket diouzin abaoue ma zoun clan, ne allan ket cridi em befe, epad pevar bloas, lavaret antercant guech bemdez d’ar Verc’hez : Santez Mari, mam da Zoue, pedit evidon, pec’herez baour, brema hag en heur eus va maro, ha ne ve ket Mari em c’hichen ama brema pa zan da vervel. Ema-hi aze, me zo sur ; pidi a ra evidon, hag em c’hasso d’an env.

Setu eno petra lavare din ar c’hreg iaouanc-ze, ha neuze e velis ar pez n’oun ket guest da verca, eur maro e guirionez eurus. Guelet a riz ar grouadurez-ze diners, sammet divar greiz he c’haera oad, o kuitat oll blijadurezou an douar, eun tad, eur vam, eur pried hag he c’harie hag a garie ive kement, eur bugel hag a gouste ker ker dezhi ; he guelet a riz o kuitat kementse oll, ne ket ep daelou, mes gant laouenidigez, o consoli, o kennerzi he zad, he mam, he fried, o vennigen he bugel ; hag etouez kementse ne vele nemet an env, ne gomze nemet eus an env, hag he huanad diveza a voue eur musc’hoarz oc’h dor ar baradoz.

————


Penauz e teu ar Verc’hez da zicour ar re he fed.
————

Ar vicherourien a ia e kær, gant greg ha bugale, en esper caout eno labour, gounit calz arc’hant, ha beva en ho æz, a bak alies souezen. Ne gavont avechou nemet dienez, paourentez, nec’hamant. Ha pa deu dreist oll ar maro da zamma ar micherour, e les var he lerc’h eun intanvez ha bugaligou hag a vezo red dezho glaouri gant an naoun. Setu petra voa digouezet gant eur baourez kez a gleven comz anezhi en dez all. He goaz a ioa falvezet dezhan dont da jom da guear B…, o sonjal e vefje eno dizoursi, hag ec’h alje sevel he vugale evel eur moundian. Hogen ne voa ket bet pell eno na glanvaz ha na varvaz, o lezel he intanvez ha daou vugel bihan en eun toul galatez dindan an doen.

An intanvez-ma ne devoa evit gounit bouet dezhi he unan ha d’he bugale nemet he nadoz : ha petra ell eur vaouez da c’hounit gant he nados, dreist oll eur gemenerez savet var ar meas ? Labourat a rea nos deiz, da viana pa gave labour, ha caer e devoa, e vanke bara dezhi alies. Red e voue guerza a hini da hini an tamouigou arrebeuri a ioa. Hogen an intanvez a ioa christenez vad, ha dreist oll oa devot bras d’ar Verc’hez. Eur fizians ar vrassa e doa e madelez mam Doue, ha pa veze eat berra ma c’halle, e tigoueze ganthi eur sicour bennag euz al leac’h ne veze ket o c’hortoz, hag hi a grede mad e voa Mari eo a deue evelse d’he zicour en he izom.

Eun dervez en em gavas ne voa ket eun tam bara en ti, na ne voa mui ken nebeut an distera tam arrebeuri da verza. An intanvez ne doa debret begat an derc’hent evit lezel ar pez a ioa a vara gant he bugale ; hogen an dervez-ma e voa red dezhi lezel ive he bugale da iun. Caer e doa sellet ha clasc ne gave netra en he lochen hag a dalveche eur guennek bennag. Setu hi gouscoude hag o teleur he dorn var eun troc’her-goulou pe eun divoucher-goulou a ioa var ar chiminal. Mont a reas dioc’htu gantha da di eur marc’hadour.

Hema a lavaras da genta n’en doa ket izom a draou evelse. Mes o veza sellet piz oc’h ar vaouez kez, e sonjaz ervad oa an dienez eo a rea dezhi clask guerza ar benvek-ze, hag o veza ma zoa eun den mad, he galvas pa edo o vont er meaz euz an ti.

— Pegement a fell deoc’h da gaout euz ar benvek-ze ?

— Ar pez a gerot, emezhi ; c’hui a voar petra dal guelloc’h evidonme.

— Dalit, eme ar marc’hadour, hag e roas dezhi eur pez a eis real.

An intanvez a drugarekeas caloneg ar marc’hadour a roe dezhi evelse peadra da derri ho naoun d’he bugale ha dezhi he unan ; rag he divoucher-goulou ne dalie ket pemp guennek. Mont a reaz ac’hano scanv ha laouen en eur drugarecat ar Verc’hez euz ar sicour e doa laket ar marc’hadour-ze da rei dezhi en he izom.

Eur vech-all o veza en em gavet adarre er memes dienez, ez eaz, evel ma voa boas, d’an ilis d’en em glem oc’h ar Verc’hez. Goude ma e doa great he feden ha scanveat he c’halon eun dra bennag e tistroe d’he zi. Hogen goustad e teue ; gouzout a rea e cafje eno he daou vugel o c’houlen bara diganthi ha ne devoa ket da rei dezho. E corn eur ru e tihouez ganthi eun dijentil estren hag a deu da gomz outhi, d’he fidi d’hen hentcha da eun ti euz a gaer ha ne vouie ket e pe garter emedo. Evit renta ar servichze dezhan e roas d’an intanvez eul loiz aour a ugent lur. Ar baourez kez ne felle ket dezhi kemeret eur gopr ha n’e doa ket gounezet, mes an dijentil he c’hontragnas da zerc’hel ar pez aour, hag hi e devoue evelse adarre tro da drugarecat mam Doue a zigasse evelse sicour dezhi pa en em gave er brassa dienez.

An intanvez vad a gendalc’has da veza devot d’ar Verc’hez. Pa ne vouie mui peleac’h en em deleur, ez ea da stouet dirag he imach, ha bevech e tigoueze ganthi caout evelse eur sicour bennag euz al lec’h ne veze ket o c’hortos, bete ma voa savet he bugale ha deut da veza guest da c’hounit bara dezho ho unan ha d’ho mam.

————

Adarre eur pare burzudus. — Ar Verc’hez santel ne ean da ziskuez he gallout hag he madelez e corn pe gorn euz ar Frans. E kichen kear Chalon-var-Marn ez euz eun ilis da Itron-Varia-ar-Spernen, eleac’h ma za a bell zo tud da bardona. Eno eur plac’h iaouank, hanvet Alina Bourgeois, zo bet pareet en eun doare burzudus d’ar 25 a viz Even. Ar plac’h iaouank-ze, oajet a seis vloas varnugent, a ioa nao bloaz a ioa o chom e couent Itron-Varia ar seis cleze, e Chalon. A veac’h oa bet daou vloaz eno ma voue scoet gant meur a glenved, ha dreist oll gant an derzien gousk. Er c’hlenvet-ze he izili a chome e c’his ma ho lakeat. Seis miz a ioa e voa seizet oll he c’hostez cleis.

Ar medisin, o velet e colle he boan, en doa he dilezet. Eur medisin all, nevez deut da Chalon a falvezas dezhan he louzaoui ; ne reas ket muioc’h a vad dezhi.

Alina a ioa devod, hag a gommunie alies ; diez oa avad rei ar gommunion dezhi ; ne allet lacat an hosti nemet dioc’h eun tu en he ginou, ha rei dezhi eur veraden zour bennag evit he lonca.

Eun uvre e devoue hag a grescaz he feiz. Dre he c’housk e velaz ar superiolez maro eun nebeut miziou a ioa. Houma a lavaras dezhi e vije pareet ma carje mont da bardona da Itron-Varia-ar-Spernen. Hogen evel ma voa goaseet dezhi, ha ma taole ar goad, ne gredjot ket e devije nerz avoalc’h evit ober ar veach-ze. Ar glanvourez ne roe peoc’h defot he c’has, o lavaret sur e vije pare.

Roet e voue dezhi-ta he goulen. Da vintin, pa zeat da ober ar veach, e c’houlennaz he dillad caera hag he boutou evit ma c’halje, emezhi, bale dereatoc’h pa vije pare. Eur boan vraz a voue oc’h he c’has d’ar c’har hanvet omnibus eleac’h ma voue laket en eur c’horn hag eur c’hoar en he c’hichen evit he delc’her var he azez. En eur vont e chenche liou dalc’h mad dre ma teue sourradou poan dezhi.

Mar doa bet poan oc’h he lacat er c’har, e voue muioc’h c’hoaz oc’h he zenna er meaz pa voue digouezet er Spernen. Ar c’hoar he dalc’he ha diou c’hoar all a ioa ganthi, a voue red dezho he dougen d’an ilis. Laket e voue var eur gador, hag ato ar c’hoar crog enhi evit he delc’her.

Beleg ar gouent a lavar an oferen hag a ro ar gommunion dezhi gant calz a boan. Ar c’hoar a roas dezhi eur veraden zour bennak tennet euz a buns an ilis.

Neuze ar glanvourez en em gavaz eun nebeut guelloc’h. Person ar Spernen a lavaraz an oferen d’he dro. Da genta e lavaraz eun dizenez, goudeze e canaz ar Salve, Regina. Eun tregont bennag a ioa en ilis.

Setu en eun taol Alina o santout an tu clanv euz he c’horf oc’h en em zistenna ; sevel a ra en he za en eur loskel eur griaden hag en em daol d’an daoulin evit pidi Doue.

An oll a voue souezet hag en em lakeas da scuilla daelou a laouenidigez.

Ar c’hoar a dosteaz oc’h Alina hag a c’houlennaz outhi goustadik :

— Pareet out ?

— Ia, pare oun.

— Sevel a ri d’an Aviel ?

— Ia, ia, sevel a rin.

E guirionez sevel a reas d’an Aviel, ha goudeze ez eaz adarre d’an daoulin. An daelou ne eanjont da redeg epad ar rest euz an oferen. Pa voa echu, beleg ar gouent a dosteaz oc’h ao. Person ar Spernen, hag a lavaras dezhan goustadik : pareet eo !

An Aotrou person a reaz eur scrijaden hag a zistroaz oc’h Alina :

— Mar doc’h pare, emezhan, savit ha tostait ama da drugarecat ar Verc’hez.

Ar plac’h iaouang a zavas dioc’htu hag a ieas dileber da zaoulina var diri an aoter.

An Aotrou person, en he laouenidigez ne c’hellas ket miret da gomans an Te Deum, a voue canet gant an oll petra bennak ma crene ho moueziou.

Aotrou Person ar Spernen a reaz eur proces verbal euz ar pare burzudus-ze ha kement a ioa eno a sinas varnezhan, beteg ar charretour. Den ne ziskuezas mui he joa hag he zouez eget ar charretour-ze hag an tavarniour ma en doa laket ar c’har en he di. Eno Alina a zebras chasun eun tam bouet : seiz vloaz a ioa ne doa cavet bouet ebet blazet mad.

An tavarniour a ioa clanv he c’hreg, a lakeaz Alina da vont d’he guelet hag a lavaras dezhi :

« Han ! ma pefe feiz evel houma, e c’helfez beza pareet ive eveldhi.

N’em eus ket izom da lavaret pebez laouenidigez a voue e couent Itron-Varia ar seiz cleze pa zigoueze Alina er gær. Ne ket epken tud ar gouent, mes c’hoaz an oll amezeien divar dro a felle dezho he guelet ha kemeret perz er c’hras e devoa bet. Mont a reas goudeze d’en em ziskuez d’ar medisin en devoa he louzaouet, evit rei dezhan da velet gant he zaoulagad pebez gallout ha pebez madelez e deus mam Doue.

Alina zo iac’h pesk abaoue.

————


Goalen eured ar Verc’hez Vari
————

Ar c’his d’ar goas da lacat eur voalen pe eur bizaou var bez ar vaouez, pa eureujont, a zo, evit doare, coz meurbet.

Ervez an dud gouezieg, ar c’his-ze a ioa etouez pobl Doue araok ma teuaz hor Zalver var an douar. An iliz, evel a c’houzer, ne deus ket condaonet an oll giziou e deus cavet. Ar giziou mad a ioa araog al lezen gristen, e deuz ho dalc’het ha savet pedennou evit ho bennigen hag ho sanctifia. Setu ar pez e deus great evit ar voalen a eured.

Ar voalen laket gant sant Joseph, deiz he eured, var bez ar Verc’hez glorius Vari, a zo en eur gear euz an Itali. Setu da viana petra lavar eur scrifagner a zo o ren eur gazeten c’halleg hanvet Le Clocher. Ar scrifagner-ze eo Ian Labous, eur breton, anavezet evit eur c’hristen mad, eun den a skiant, goueziec, hag en deus guelet cals traou, hag ar voalen-ze en deus guelet ive, dioc’h ma lavar, o veza bet oc’h ober eur veach er c’harter-ze. Lezomp Ian Labous he unan da goms.

« Va mignon lenner, emezhan, mar dit morse da ober tro an Itali, e venn ali deoc’h da chom eun dervez bennag en eur gear ha ne ket mez he guelet, eur gear hag a rer Perouz anezhi. Guelet a rafac’h eno, e kichen, eul loc’h glaz evel an oabl, neuze e velfac’h ilizou hag a zo enho taolennou euz ar re gaera. Dreist oll, er gatedral e velfac’h eun daolen hag a zo peintet varnezhi dimizi ar Verc’hez ha sant Joseph.

Er gear-ze ez euz eun devosion vras da vam Doue ; ar pabed o deus roet dezhi an hano a gear Itron-Varia ar Rozera, ha reketi a ran deoc’h digouezout er gear-ze deiz unan bennag a voueliou ar Verc’hez.

Caout a rafac’h an ilis veur goloet oll tro var dro a vleuniou hag a rubanou. Dreist oll chapel ar Verc’hez a zo kempennet a zoare, hag eur millier a c’houlaou var elum enhi a laca da lugerni an iliz oll. Ar bobl a vanden a zo daoulinet var bave an iliz, hag oll a eur vouez e canont Litaniou ar Verc’hez. Savit, beacher, ho taoulagad var an tabernacl a zo azioc’h an aoter. Petra zo en tabernacl-ze ker bihan ha ker striz ? Guelit-hen o tisken anezhan he unan douget gant daouarn ha ne velit ket, evel pa ve douget gant daouarn an ælez, hag o tont d’en em lacat var an aoter.

Eur chaloni, carget a gementse, a deu d’hen digeri, hag a denn anezhan eun draik dister, guenn, henvel oc’h eur mean strink. Tostait, ha goulennit digant ar c’henta deut petra eo an dra-ze a henorer eno, hag a ziskuezer dezhan kement a respet, hag e lavaro deoc’h ez eo eno goalen eured ar Verc’hez santel, ar voalen laket dezhi var he bez gant sant Joseph d’an deis ma vouent eureujet.

Ar voalen pe ar bizaou-ze a voa chomet en douar santel etre daouarn eur iuzev. Lignez ar iuzev-ze e devoa dalc’het mad d’ar voalen-ze, zoken goude ma voue distrujet Jeruzalem ha caset ar iuzevien ama hag ahont. Gouzout a reant da biou e voa bet, hag he c’has a reant gantho eleac’h ma zeant, petra bennak m’e devoa nebeut a dalvoudegez evitho. An oll a voar ar iuzevien a zo mirerien.

Eur iuzev eul al lignez-ze a deuas da chom da Rom vardro an decvet cantvet, hag en em lakeaz eno da ober kenvers gant arc’hant, perlez, mein prisius.

Goalen ar Verc’hez a ioa en he denzor. Hogen er mare-ze ive Hug, gouarner euz a gear Chiusi, a zemezas d’ar brinsez Judith nizez d’an Impalaer Othon trede. Judith a garie en em ficha caer, ar pez ne d’eo ket eun dra rouez etouez ar merc’hed. Cas a reas da Rom, da brena dezhi abenn he eured mein prisiuz hag a bep seurt braoenteziou, eun den hag en em anaie mad dioc’h an traou-ze.

An den-ma a reas mad he gevridi, ha dre chans e tigouezas e ti ar iuzev a ioa goalen ar Verc’hez etre he zaouarn. Hema, evit guerza hirroc’h traou all, a roaz ar voalen couls lavaret var ar marc’had, rak dirag he zaoulagad e devoa nebeut a dalvoudegez.

Setu eta ar relek santel o vont, euz a zaouarn ar marc’hadour iuzev, etre daouarn ar fougerez Judith.

Houma, evit doare, ne blijas nemeur ar voalen-ze dezhi ken nebeut ; ne c’have ket marteze skeduz avoalc’h, ha neuze ne grede ket marteze e voa hounnez goalen ar Verc’hez.

An itron-ma ta a lezaz ar voalen en he c’haset, hag e chomaz eno ancounac’het eur pennad mad. Red e voue eur burzud evit diskuez talvoudegez ar voalen-ze.

Judith n’e devoue nemet eur mab a voue sammet gant ar maro hag hen c’hoas bugel. Enterramant ar bugel-ze a voue great gant eun lit vras.

Ar c’horf a voue caset da ilis santez Mustiola, guerc’hez ha merzerez. Tud Chiusi o deuz eun devosion vraz evit ar zantez-ze a zo he ilis vardro eul leo dioc’h kear.

Pa zouget corf ar bugel d’an douar, a veac’h e voa digouezet en ilis-ma, setu an hini maro o tont e buez, o sevel hag oc’h azeza var bord he arched. N’em eus ket afer da lavaret e voa an oll estlamet ha strafuillet o velet kementse. An ofis a eanaz, hag an oll a vodaz en dro d’ar bugel deut adarre beo. Pephini a felle dezhan ober eur goulen bennak divarbenn ar bed all-ze a belec’h ne veler nemeur den o tizrei.

Ar bugel ne respontas ket eur ger d’ar goulennou curius-ze. Setu ama avad petra a lavaras :

— Mar en deus Doue va lezet da zont adarre beo, ne ket evit rei deoc’h da anaout ar pez n’oc’h eus ket izom da c’houzout, mes evit renta servich d’am zad, ha deoc’h oll, tud Chiusi.

D’am zad e tigasin da zonch euz a zaou veu en deus great ha n’en deus ket sevenet, ha setu perak Doue en deus va lamet diganthan.

Evidoc’h-hu, tud Chiusi, it da gerc’hat din ar voest a zo braoigou va mam enhi.

Pa voa digaset ar voest, ar bugel hen digoraz, a dennaz anezhan goaleri ar Verc’hez hag hen roas da berson santez Mustiola, en eur lavaret freaz e voa hennez ar bizaou laket gant sant Joseph var biz ar Verc’hez santel deiz he eured, ha ne dliet ket lezel eun dra sacr evelse etouez braoenteziou ha fougerez.

Goude beza lavaret kementse e varvaz eun eil tro evit mont adarre d’an Env.

O velet eun hevelep burzud digouezet dirag eur bobl tud, an oll a voue estlamet, evel am eus lavaret, hag en em lakeas da henori ar voalen-ze laket etre daouarn person santez Mustiola. Neuze an oll gristenien divardro en em lakeas da zont a vanden da bidi dirag ar relek santel. Ar pelerinach hag an devosion-ze a badaz eur c’hant vloaz pe zaou, hag a vianeas nebeut ha nebeut goudeze. Er pavarzecvet cantvet an iliz ma edo ar voalen enhi o veza dare da goeza, ar voalen a voue caset e kear Chiusi ha roet da viret d’an tadou a urs sant Fransez.

Eno e chomaz epad trizek vloaz ha triugent. Hogen eun dervez e voue laeret gant eur manac’h allmand. (Evit doare an allmanted o deus bet hed ar vech biziet cam pe an dorn a grok). Ar manac’h-ma a reat Winter anezhan. Daoust pe dre zevosion, pe he dech a ioa trec’h dezhan, e sonjas laerez ar voalen ; Neuze var digarez ober eur pelerinach e Assiz, he c’hasas ganthan en hent. O tremen dre Berouz e lezaz ar bizaou eno e ti eur mignon dezhan.

Pa anavezas tud Chiusi ar c’holl o devoa great e vouent glac’haret meurbet. Cas a rejont tud euz ho fers da Rom evit en em glem euz al laeronsi-ze, ha re all da Berous da c’houlen ho relek. Ar gannaded a voue digemeret mad, mes n’o devoue netra.

O c’hortos Rom da zougen he barnedigez e voue eur brezel ar c’hrisa etre tud Perouz ha tud Chiusi.

Setu aze, e ber gomzou, histor ar voalen bresius-ze, ha penauz ez eo hirio miret hag henoret e kear Perous.

Ar vrezel-ze a badas tost da gant vloas. Tud Chiusi a felle dezho caout ho zra coustje pe goustje ; ha tud Pirous ne felle dezho discregi euz ho zenzor evit priz ebet. An hini a ioa ar voalen etre he zaouarn he roas d’ar re a c’houarne kear, hag ar re-ma, gant aoun d’he c’holl, a lakeaz ober evithi eur voest houarn, pevar alc’huez varnezhi, hag an tenzor-ze a voue laket en ti-kear da viret. Mont a rejont zoken bete gourc’hemen, a enep an hini a lavarje hano da renta ar bizaou, ma vije lamet he vadou diganthan, ha ma vije zoken laket d’ar maro.

Ar Pabet o devoue eur boan ar vrasa o clask lacat ar peoc’h etre an diou gear-ze. Sixt pevar, pehini a ioa euz a urs sant Fransez, ne c’hellas morse dont a benn d’hen ober, caer en devoue cas cannadet ha zoken Cardinaled da gear Perous.

Koulscoude evel mateu an amzer a benn a bep tra, ha zoken euz ar c’hasoniou, an amzer ivez a zoupleaz ar gasoni etre an diou gear-ma. Souplaat a reas dreist oll pa zigouezas dre chans gant tud Chiusi caout relegou ho fatronez ar Verc’hez ha merzerez santez Mustiola. Epad ma edo tud ar gear-ma en eul levenez ar vrasa abalamour d’an tenzor o doa cavet, ar Pab Innosant eiz a gemeras tro ac’hano da zougen he varnedigez ha da ziscleria evit mad e tlie goalen ar Verc’hez Vari chom e Perous.

————

Eun den pinvidic hag a voa en aferiou eleac’h ma embrege cals a arc’hant, a deuas ar maro dezhan. Kerkent e teuaz ar re a voa er memes aferiou gantha da regli ho c’hontchou. Ober a rejont kement ma zeaz an oll danvez gantho, ha ne jomas gant an intanvez nemet eun toul cambr evit en em denna enhi gant eur verc’hig e devoa. O veza eat gant he merc’h er gambr zu-ze dindan an doen er c’huec’hvet pe er seisvet astach eus eun ti bras, ne rea ar vam baour nemet goela, ha ne devoa da rei d’he bugel nemet eun tam creunn seac’h.

Ar verc’hig, pehini a voa bet boas da gaout bouet c’hoec bete neuze, a gave kerse, hag e divije bet caret caout eun dra bennag all ouspen he bara. Mes evel ma vele ne rea he mam nemet goela, ne grede ket en em glem, hag e tebre he zam bara zeac’h ep lavaret ger. Tremen a reaz evelse tri dervez, ha bemdez he mam he lakea da lavaret he fedennou noz ha mintin. Ar pevare dervez, pa edo o lavaret he Fater, pe mar kirit he mam o lavaret he Fater dezhi, edo gant hon Tad pehini so en env. Pa voue arruet gant ar c’homzou-ma : Roit deomp hirio hor bara pemdeziec, ar verc’h a zistroas oc’h he mam :

— Va mam, arabat eo din goulen eun dra bennag gant va bara ?

Ar vama vou e sebezet o clevet ar goulen-ze, mes evel ma zoa leun a feiz, e teuas da zonch dizi eus a vadelez an Aotrou Doue, hag e lavaras d’he merc’h :

— Eo, va merc’h, goulen a ellit ; c’hui a zo dibec’h, ha Doue a silaouo ho peden.

Ar verc’hig a c’houlennaz eta eun dra bennag da zibri gant he bara, hag he mouez a voue clevet en env. An dervez-ze zoken araog an noz, e teuaz eun dijentil da skei var dor ar gampr ha da c’houlen coms oc’h ar vam glac’haret-ma. Lavaret a reas dezhi :

« Me am boa bet antercant mil lur digant ho pried, ha ne felle ket din ho renta dezhan. Evel n’oa ket a baperiou, ne alle ket va c’hontragn d’ho rei. Mes hirio eus scoet eun taol em c’halon, o sonjal ne allan ket savetei va ene en eur zerc’hel ar pez ne ket din. Dalit, setu aze dec mil lur, hag eur paper evit diskuez e tlean deoc’h daou ugent mil lur all, hag an daou ugent mil lur-ze a zigasin deoc’h kenta ma c’hellin. »

Guelit pebez ners e deus eur beden great gant eun ene mad ! Guelit ive pe ger mad eo an Aotrou Doue o rei d’an den-ze ar c’hras d’en em anaout, ha kementse evit rei he goulen da eur verc’hig vian !

————


Da zant Joseph.
————

Sant Joseph discleriet patron an ilis catolik. D’an eiz a vis kerzu 1870, deis gouel conception didach ar Verc’hez Vari, an tad santel en deus great discleria ar pez zo ama varlerc’h :

« Evel ma en doa Doue lakeat Joseph, map ar patriarch Jacob, da vestr var an oll Ejipt evit ma c’helje miret ed da vaga ar bobl ; evelse pa’zeo deut an amzer hag ar mare da zigas var an douar he vap unik Salver ar bed, en deus dibabet eun eil Joseph, a behini ar c’henta n’oa nemet ar skeuden, evit beza mestr ha prins var he di, hag ar gardian euz he zanvez hag euz he vella tenzoriou. »

« E guirionez Joseph en deus bet evit pried ar Verc’hez didach Mari a behini eo ganet dre vertuz ar Speret Santel hor Zalver Jesus-Christ pehini en deus teurvezet tremen e touez an dud evit map da Joseph ha beza sentuz outhan. Hag an hini o doa kement a rouaned hag a brofeted c’hoant da velet, ar Joseph-ze en deus, ne ket epken he velet, mes bevet ganthan ; he vriatet en deuz hag he garet evel eun tad. Maget en deus gant ar brasa soursi an hini a dlie an oll dud fidel eun dervez da reseo evel ar bara beo diskennet euz an Env evit rei ar vuez eternel. »

« Abalamour d’ar reng huel-ze roet gant Doue d’he zervicher meurbet fidel, an iliz e deuz ato henoret Sant Joseph dreist ar zænt all, ar muia goude he bried ar Verc’hez mam Doue, hag e deus goulennet he zicour er brasa izomou. »

« Hogen en amzeriou glac’harus-ma, evel ma zeo an iliz he unan taget e pep leac’h gant he enebourien, ha ma zeo flastret dindan reuziou ker bras mao deuz an dud difeiz esper d’he guelet erfin trec’het gant an ifern, an Eskeb euz an oll bed catolig o deus pedet an tad santel ar Pap, en ho hano hag en hano an oll gristenien fidel da lacat sant Joseph da batron d’an iliz oll. Ar pedennou hag ar goulennou-ze zo bet nevezet meur a vech e sened braz ar Vatican, hag hon tad santel. ar Pap Pii nao, mantret he galon o velet pe gen ankeniuz eo an doare ma za brema ar bed, a zo falvezet dezhan lacat dindan patroniach galloudus Sant Joseph, hen he unan hag an oll gristenien fidel, ha rei evelse ho goulen d’an Eskeb. »

« Rak ze en deus discleriet gant solanite e voa Sant Joseph Patron an ilis catolik, hag en deus gourc’hemennet e vije iviziken great he c’houel, d’an naonteg a vis meurs, doubl euz ar c’henta clas, ep eisvet gouscoude abalamour m’ema neuze ar c’horais. Falvezet eo dezhan ive choaz deis conception didach Mari, pried glan sant Joseph, evit discleria kement-ma. »

Kement a oufet da ober pe da lavaret a eneb ar pez a zo discleriet ama, n’en deffe talvoudegez ebet.

————

Abaoue ma en deuz ar Pap roet Sant Joseph evit patron d’an iliz oll, an devosion evit ar patriarch santel-ze a zo cresket cals. Mont a ran da verca ama unan bennag euz ar burzudou great gant Sant Joseph e kenver ar re o deuz en em erbedet outhan ha goulennet he scoazel. Ho zenna a ran euz eul levrig hanvet Almanac arc’hbreuriez Sant Joseph, e Beauvais.

Eun den iaouang a Lyon, goude beza renet eur vuez skueriuz, en doa great he zonch da guitat ar bed evit labourat guelloc’h d’en em savetei. He gerent n’hen leschont ket da heul ar vouez her galve, hag e chomaz er bed evit plijout dezho. Hogen o tarempred ar bed e teuas d’en em ancounac’hat, ha da ienaat e servich Doue. Ar frankiz a lezet ganthan, ar plijadurezou a gave var he hent, ar goal skueriou a vele dirag he zaoulagad, a reas dezhan lezel he zeveriou a gostez, ha goudeze coeza en dizurs. Ep dale zoken e reaz evel ar map prodig, e kuiteas ti he dad, hag e zeas da zoudard. Hogen er vicher nevez-ze ne c’hounezas ken nemet ar brud euz a eun den dizuch. Ar brovidans a otree kementse evit punisa var eun dro he dud hag hen ; he dud evit beza miret outhan da heuilla ar vouez a Zoue, hag hen he unan da veza great ar scouarn vouzar oc'h ar vouez her galve. Gouscoude he gerent, glac’haret braz o velet ho map en em rentet sclaf d’an drouk speret, a scrife alies d’an den iaouank reuzeudik liziri glibiet gant ho daelou. He bidi a reant calonek da chench buez ha da zistrei da di he dad eleac’h ma cafje ar guella digemer. Erfin, en ho anken, o velet ne c’hellent gounit netra var galon ho map, en em drojont oc’h Sant Joseph, oc’h he bidi da viret oc’h an den iaouank da vont da goll. Sant Joseph a zilaouaz ho feden ; lacat a reaz ho map da gaout eur c’heuz ar brasa d’he vuez tremenet. Kuitaat a reaz an arme, hag e tistroas da di he dud, eleac’h ma c’houlennas pardon outho euz ar boan en doa great dezho, hag en em lakeas da ren eur vuez skueriuz evel en doa great en he genta iaouankis. Evelse e c’hellet lavaret anezhan ar pez a lavar an Aviel euz ar map prodik : Maro oa, hag eo distroet d’ar vuez ; collet oa, ha setu hen cavet adarre.

E couent Carmel e Perpignan e voa eur manac’h hag a ioa vertuzus meurbet. Eun nosvez ar speret a denvalijen a deuas, gant he oll nerz hag he oll gounnar, d’he denti o clask he lacat da goeza en impurete. Ar stourmad-ze a badaz epad an noz. Ar manac’h strafuillet oll, a boanie guella ma c’helle, da bellaat diouthan ar sonjou vil a lakea an ærouant en he speret. Hogen caer en devoa, an drouk-speret a zalc’he mad, ha deut oa an deiz abars ma c’hellas gant gras Doue, lakat he enebour da gemeret an tec’h.

En dervez-ze, o veza eat e kear gant priol ar gouent, e velaz o tont etrezeg enhan eun den coz, eun ear dezhan euz ar respectapla, pehini a lavaras dezhan : « Va zad, perag er stourmajou-ze ken tenn oc’h eus bet da zouten en nos tremenet, n’eus ket deut a zonch deoc’h euz a sant Joseph ? Perak n’oc’h eus-hu ket he c’halvet d’ho sicour ? »

Ar manac’h, souezet oll o velet e c’hanaie ar pez a ioa tremenet e gouelet he ene, ha n’en doa discleriet da zen, a chomas da genta sebezet ; goudeze ez ea da respont. Mes pa falvezas dezhan comz, an den coz a ioa eat en he dro ha n’her guelas mui. An tad a grede ferm e voa an den-ze en doa comzet outhan, Sant Joseph he unan, pehini a gar beza pedet gant fizians, dreist oll pa vezer var var da goll eur vertuz hag a blich kement dezhan.

Eun alvocad euz a Lyon a grogaz ar vosen en eur map dezhan, eur potrik seis vloas. Dioc’h guelet ar bugel, oa anat avoalc’h ne chomje ket pell beo. He dad a ioa christen, ha ne gollas ket courach. En em erbedi a reaz oc’h Sant Joseph, hag e prometas dezhan, ma rente ar iec’het d’ar bugel, ez aje bemdez epad nao dervez d’an oferen d’he iliz, e lacaje devi eno cals piledou, hag e lacaje ober eun daolen eleac’h ma vije merket ar burzud a c’houlenne.

Etre daou ar vedesined a deuas vardro ar c’hlanvour bihan ; ken toc’hor her c’hafjont ma lakejont he gas d’an hospital, hag e tisclerient n’en devoa ket ouspen div heur da veva. Caset e voue-ta d’an hospital ; kerkent avad ha ma voa caset di en em gavaz pare en eun taol, hag an tad, leun a anaoudegez vad e kenver Sant Joseph, en em hastas da ober an navet en doa prometet.

Eur bugel all, pevar bloaz, a voue scoet ive gant ar vosen er memes kear a Lyon. He vam, strafuillet oll, a vouele dezhan evel pa vije maro. He alia a rejor da erbedi he bugel oc’h Sant Joseph.

— An dra-ze a rin avoalc’h, emezhi, rak deis gouel Sant Joseph eo deut er bed.

Kerkent en em lakeas da bidi Sant Joseph. Tad ar bugel o veza deut neuze d’he velet, her c’havas ken toc’hor, ma crede ez ea da dremen. Lavaret a reas kementse d’he bried. Houma avad a gendalc’he ato da bidi. Edo c’hoaz o pidi pa glevaz he map o choulen bouet, ha neuze o sevel. Pare tre oa. Ar vam carget a laouenidigez hag a anaoudegez vad, a lakeaz ober eun daolen da lacat var aoter Sant Joseph evit delc’her sonch euz ar burzud-ze. Ar brud a gementse en em skignas dre gear, hag a grescas calz an devosion evit Sant Joseph.

E kear Anvers, e couent leanezed Sant Augustin, ez euz eur chapel da Sant Joseph, chapel gaer meurbet, ha brudet dre ar grasou en deus scuillet ar Zant eno. Etouez leanezed ar gouent-ze ez oa unan hag a reat Elizabeth anezhi.

Tri miz a ioa edo clanv gant ar mean, clenved hag a zo poanius meurbet. Ker braz e veze he foan avechou, ma colle he anaoudegez. Ar vedesined a grede e voa he mean re vraz evit he denna, ha ne c’hortozent nemet he maro. Al leanez, pa ne gave mui a zicour var an douar, a c’houlennas sikour euz an Env ; hag evel ma voa devot da Sant Joseph, eo outhan e c’houlennas sicour.

Lacat a reaz eur c’houris benniget en dro d’he c’horf, ha neuze e c’houlennas digant he superiorez an otre da ober ar pedennou hag ar pinijennou a garje en henor da Sant Joseph. Kement hini ive a deue d’he guelet, ho fede da unani ho fedennou gant he re. Seulvui ma pede, seulvui ma lakea pidi, seulvui ive e creske he fizians ; kement ma lavaraz eun dervez d’ar superiolez :

« Ia, va mam, parea a rin dre scoazel Sant Joseph, ep dale em guelot dieubet euz ar mean a ra kement a boan din ; her guelet a reot ». Kendelc’her a rea da bidi, ha da c’houlen beza pare. D’an 10 a viz Even 1859 e devoa eur boan gris ; ne bade ket, hag he c’hoarezed a voa red dezho he delc’her. En em erbedi a ra adarre oc’h Sant Joseph. En eun taol ec’h eanaz he foan ; ar mean a rea he foan a ioa eat kuit. Ar superiorez hag al leanezed all a voue testou euz ar burzud-ze, hag he zicouras da drugarecat he madoberour. Ar mean a ioa pounner, hag a voue staget oc’h aoter Sant Joseph. Eur medesin heretig o veza guelet ar mean-ze a rentas testeni d’ar virionez, hag a zisclerias ne devoa gallet al leanez parea nemet dre vurzud.

Ar brud euz ar burzud ma on eus comzet anezhan en em skignaz a bell, hag a roas fizians da eur vam gez e devoa eur bugel pevar bloaz dare da vervel gant drouk an douar. Ar vedesined o velet ne c’hellent ket he barea, a rea ho zonch da droc’ha an drouk. Mes ar vam a espere eo Sant Joseph a bareje he map, hag a redas d’he chapel. Goude beza pedet eno pell amzer, ha scuillet cals a zaelou, e tistroas d’ar gear. He feden a ioa bet silaouet ; pa zigouezaz en he zi, e cavaz he bugel pare, iac’h coulz ha biscoas.

E couent santez Elizabeth, e Lyon, eul leanez hanvet Mac’harit Rigaud a goezaz euz eul leac’h huel. Al lam a voue ker stronsus, ma chomaz eno evel pa vije maro, ar goad o tont euz he ginou, euz he fri hag euz he discouarn. A bouez kemeret soursi anezhi hag he louzaoui mad, e chomaz e buez, ken diners e chomaz avad ha kement a boan benn e devoa ma ne c’helle ket harpa oc’h he fenn-vele. He anaoudegez a ioa eat ive ker fall ma ne c’helle sonjal a zevri e netra. Ar vedesinet a lavare e voa red digeri crogen he fenn. Scrija a reas pa glevas kement-se, ha dre druez outhi e voue gortozet eur pennad.

Neuze ar superiorez a lakeaz an oll leanezed da ober eun naved en henor da sant Joseph. Echu oa an naved ha ne vellea ket d’ar glanvourez, hag hiniennou euz al leanezed a c’houlennas ma en em erbedjent oc’h sant Anthelm a beder oc’h an hevelep poaniou. Mes unan anezho, hag a ioa devot bras da sant Joseph, a lavaras ne dlient ket ober an dismegans-ze d’ar patriarch santel, evel pa c’helje eur zant all caout muioc’h a c’halloud egethan da ober ar burzud a c’houlennent. En em lacat a rezer eta da bidi muioc’h mui sant Joseph, ha da ober eun eil naved a bedennou hag a binijennou. Pedennou ker caloneg a voue silaouet ; pa zonjet nebeuta, an hini glanv en em gavas pare. Ne voa den var he zro pa bareaz. En he levenez e sao euz he guele, en em visk, hag en em laca da redek dre an ti en eur grial : burzud ! burzud ! sant Joseph en deus va fareet ! Pare ker mad e voa ma c’hellaz a neuze dioc’htu ober pep tra evel al leanezed all, hag evel pa na vije bet morse clanv.

Eun itron binvidig ha devot euz a Frans, o veza lennet liziri an tadou a gompagnunez Jesus divarbenn ar mission o devoa savet er C’hanada, etouez ar gouezidi, en em zantas douget da rei sicour d’an ober mad-ze evit savetei eneou an dud keiz euz ar vro-ze. Etre daou e voue taget gant eur goal glenvet, hag ar vedesined ne anaient netra er c’hlenvet-ze ha ne c’hortozent nemet he maro.

Ar glanvourez ne gollas ket a fizians. Gouzout a rea eo dindan scoazel sant Joseph o devoa an tadou laket ho mission er Bed-nevez. Setu hi o prometi da sant Joseph, mar plije ganthan rei dezhi ar iec’hed, sevel eun ti er C’hanada evit scolia ha diorren ar merc’hedigou euz ar vro-ze. Kerkent e voue silaouet he feden, hag euz he c’hlenved ne chomas ganti nemet eun nebeut skuisder.

Ar medesin, souezet oc’h he guelet pare, a c’houlennas diganthi.

— Peleac’h-ta eo eat ho poan ?

— Aotrou, emezhi, eat eo d’ar C’hanada.

Ep dale e lakeas sevel eur gouent evit merc’hedigou ar C’hanada, hag ar vam Mari euz an incarnasion a voue ar genta superiorez er gouent se. Houma, en eur vision, a voue diskuezet dezhi e voa sant Joseph difennour ar Bed-nevez, hag eo dre he scoazel e voa-hi bet dibabet da vont di da labourat evit sildivigez an eneou. Evelse e roaz hano sant Joseph d’ar gouent nevez, hag evit siel e kemeras skeuden ar patriarch santel, ar mabik Jesus ganthan etre he zivrec’h.

Eur manac’h euz a gouent Itron Varia Menez Serrat, e Spagn, a ioa devot bras da sant Joseph. E kement a anaie euz a vuez tad mager hor zalver, netra ne douche kement he galon evel sonjal er veach a reaz o tec’het en Ejipt. O veza eun dervez eat er meaz euz he gouent da veachi evit eur gevridi bennag, en em gollas divar he hent pa edo o tistrei. Pa voa deut an noz en devoa aoun na vije taget gant al laeron en em denn er meneziou didud-ze. En he nec’hamant en em erbedaz oc’h Doue. Souden e velaz eun den o ren eul loen a ioa var he gein eur vaouez eur bugel ganthi etre he divrec’h. Ar manac’h a c’houlennaz outho an hent d’he gouent.

— Mar kirit dont ganeomp, eme an den-ze ha ne vouie ket ar manac’h piou oa, evit beza ma zeo diez an hent ha tenval an noz, me a ziskuezo hoc’h hent deoc’h, rak me hen anavez mad. Mont a rejont eur pennad mad en eur gozeal, ha ker santel oa comzou an dud-ze ma voa eun dudi evit ar manac’h ho c’hlevet, ha ma na zante tam ebet skuisder he hent. Digouezout a rejont evelse tost d’ar gouent. Pa en devoa ar manac’h anavezet he hent, he genbeachourien a gimiadas diouthan, ha kerkent e zejont ne vouie ket peleac’h, n’ho guelas mui.

Neuze e teuas da gompren e c’helle beza an den mad-ze sant Joseph, a ioa deut gant Jesus ha Mari d’he denna euz ar meneziou-ze eleac’h ma voa dianket. Comzou ar veachourien-ze euz an env a chommas scrifet ken don en he galon, ma talc’has sonch mad anezho beteg he heur diveza.

Er bloaz 1631, e savas var menez ar Vezuv, eur frail nevez bras meurbet, ha dre ar frail pe ar c’hinou-ze ar menez a zislonke tan ha ludu hag a ruille evel eur ster da c’holo an douarou a dost. Golo a rejont dreist oll eul leac’h hanvet Tour ar grek. Eno e zoa o chom eur vaouez, Camilla, devot meurbet da sant Joseph. En he zi e devoa ganthi eun nis dezhi, eur bugel pemp bloaz hanvet ive Joseph.

Evit tec’het araog ar ster-ze a dan, e devoa kemeret ar bugel etre he divrec’h hag oa en em laket da redeg en dra c’helle. Mes al ludu tan a deue ker buan hag hi. Digouezout a reas var he hent eur roc’hel ha ne c’helle ket mont dreist-hi, hag e voa red dezhi en em deleur er mor eleac’h ne ouije ket mancout da veza beuzet, pe beza tizet gant ar ster a dan a rede var he lerc’h. En eur stad ken trist e teuas sonch dezhi euz a sant Joseph. « Sant braz, emezhi, me a erbed ouzoc’h ar bugel- ma, ho fillor ; deoc’h-hu eo he savetei ».

Neuze e laca ar bugel var ar roc’hel, hag e lam he unan er mor. Hogen eleac’h coeza en dour evel ma tlie ober euz al leac’h ma e doa great he lam, e coezas var an treaz ep m’e devoue droug ebet.

He buez a ioa saveteet ; mes ar bugel lezet var ar roc’hel ha devet credabl gant an tan a rea dezhi ar brasa nec’hamant. Er meaz anezhi he unan, en em lakeas da redeg ep gouzout cals peleac’h e zea. Setu-hi pa zonje nebeuta o clevet eur vouez oc’h he gelver ; mouez ar bugel oa a deue d’he c’hlask leun a vuez ha laouen bras.

— O va bugel, emezhi en eur he vriata, penauz e c’heus-te gallet en em denna euz al ludu tan-ze ?

— Sant Joseph eo, eme ar bugel ; c’hui o poa lavaret da sant Joseph va dioual, ha kerkent ha m’oc’h eat kuit, eo deut, en deus croget em dorn, hag eo deut ganhen aze bete ma em eus guelet ac’hanoc’h.

Camilla, o vouela gant laouenidigez, en em daolas d’an daoulin evit trugarecat he madoberour santel en doa great eno daou vurzud o savetei ho buez d’he niz ha dezhi.

Daou dad euz a urs sant Fransez a ioa o veachi var eul lestr tost da aodchou Flandrez. Dont a reaz eur bar amzer hag a gasaz al lestr d’ar gouelet gant tri c’hant den a ioa varnezhan. An daou dad o devoue ar chans da c’hellout cregi en eur pez planken, ha var bouez hennez en em zalc’hjont var c’horre ar mor fuloret. Hogen sonjit petra e tlie beza ho encrez, rak ne c’hellent gortos bep momet nemet beza strinket ac’hano gant an tarziou. Caer o devoa delc’her crok mad, e velent ervad e vianee ho nerz hag e rankjent discregi ep dale. Hogen an daou dad a ioa devot da sant Joseph hag en em erbede outhan calonek.

D’an trede dervez abaoue ma edont er stad scrijus-ze, var ar planken ma voant crog enhan, e veljont ar zant en he za, dindan furm eun den iaouank leun a c’hras hag a vajeste. Ho saludi a reas gant eun ear ar sevena, ar pez a gargas calonou an daou dad a laouenidigez hag a zigasas dezho eun ners burzudus. Sant Joseph en em lakeas da ober ar sturier, ho renaz a dreuz an tarziou hag ho c’hassas d’an aod.

Pa voant eat d’an douar, kenta a rejont oa en em lacat d’an daoulin evit trugarecat Doue. Neuze e trugarekejont ive an den iaouank-ze, rak ne vouient ket c’hoas piou oa, hag her pedjont da lavaret dezho he hano.

— Me eo Joseph, emezhan ; hag e comzas neuze d’an daou dad euz ar seis glac’har hag euz ar seis levenez en doa het er vuez-ma. Lavaret a reaz ouspen n’oa nemet medita varnezho evit plijout dezhan ha caout perz en he vadoberou. Var gement-se ez eas kuit o lezel an daou dad carget euz eul levenez ha n’o doa biscoaz tanveet bete neuze.

Al leanez Janned-an-Ælez, priolez an ursulinezed, a goezas clanv, gant eur c’hlenvet a beultrin ha pistigou poanius meurbet. Al louzeier a gemeras ne reant vad ebet dezhi, hag ep dale e voa eat bete’r mouch ha ne c’hortoze nemet he heur diveza. Eun dervez he foan a ioa ker cris ma voa eat dilavar ha ne c’helle mui finval. Ne devoa ket collet gouscoude he anaoudegez, ha setu hi o velet sant Joseph, he skoazeller muia caret, o tisken euz an Env gant eun ear madelezuz, ep mar evit digas dezhi eur c’hras vras bennak. Kerkent he c’hamprig a deuas da veza evithi evel eur barados. E creiz eur goabren skeduz, ar glanvourez a velaz eun den iaouank coant meurbet, guisket caer, hag eur pilet var elum ganthan en he zorn ; anaout a reaz e voa hennez he eal mad. En he gichen edo ar Patriarch glorius sant Joseph, skedusoc’h eget an heol, hag euz eur vajeste dispar. N’en doa ket an doare euz a eun den coz, mes euz a eun den en he vella oad. Da genta ar zant a daolas var al leanez eur sell leun a zousder ; neuze e comzaz outhi, hag he alias da gendelc’her gant fizians d’hen henori evel ma rea ; goudeze he fareas. Kerkent ez eas kuit, ha kerkent ive al leanez en em gavas pare, a zavaz euz he guele hag en em viscas.

Etre daou e tigouezaz ar medesin ; al leanez a ieaz a ziarbenn dezhan, hag hen a chomaz a za, estlamet oll o velet cre ha iac’h an hini a gave dezhan a gafche maro, pe da viana dare da vervel. Trugarecat a rejot sant Joseph evel ma voa dlet hen ober, ha pephini euz al leanezed a grescaz he devosion en he genver evit tenna diganthan madoberou nevez.

Al leanez Mari ar Vizitasion, euz al leanezet Carmez divoutou, e devoue ive ar c’hras da veza renet gant sant Joseph en eur pennad beach. Pa voa iaouankig, e veve santelamant e ti he zad. Hogen Doue he galve d’ar gouent dre eun hent souezus meurbet. Digas a reas dezhi eun aoun ker bras rag ar faziou e pere e coeze, ma credaz a neuze e voa eur goal skuer evit ar vro oll. He c’honfessour ha meur a hini all a glascaz he distrei dioc’h ar zonch-ze a ioa goest d’he lacat da falgaloni e servich Doue. Ne c’heljont gounit netra varnezhi. Ober a reaz he zonch da guitat ti he zad, dindan noz, ep lavaret da zen, ha kementse, emezhi, evit tec’het diouthi he unan, mar gelle. Mont a reaz en hent, ha baleet e devoa eur penn euz an noz, pa zigouezas ganthi eun den coz, respectabl meurbet, hag a c’houlennas outhi peleac’h e zea ?

— Mont a ran, emezhi, da glask ar gouelec’h, evit tec’het diouzin va unan ha dioc’h va fec’hejou.

— It dre an hent-ma, emezhan, pe en em gollot.

Neuze e reaz eur c’helc’h en dro dezhi gant he vaz, e tiskuezas dezhi hent Palensa, hag ez eas kuit. An demezel a deuas neuze da anaout e tlie an den estren-ze beza sant Joseph, an hini en doa he scoazellet adaleg he bugaleach ; sonjal a reaz e c’hourc’hemenne dezhi mont da Balensa d’en em lacat en eur gouent. Mont a reaz eta varzu ar gær-ze. Hogen he zud pa o devoa santet an diouer anezhi, a ioa deut var he lerc’h, hag he zizas. Ober a rejont dezhi pep seurt rebechou. Hi avad a zalc’has mad, hag he c’herent o velet peger stard oa en he menoz, a ieas ganthi da Balensa, hag e c’hasas da eur gouent carmelitezed divoutou e deus sant Joseph evit patron. Eno e voue resevet leanez evit ar c’hoeur. Hogen he humilite a rea dezhi cridi e voa an dra-ze re huel evithi, hag e lavare en eur sevel he daoulagad varzu an Env : ha va ene ! va Doue, ha va ene ! Ne eanaz eta da bidi ken na voue diskennet e reng ar seurezet convers, hag eno e roaz ar skuer euz an oll vertuziou.

Tri gloarek iaouang a gompagnunez Jesus, o veza eat da ober eur pelerinach, en em gavaz eun dervez e creiz eur blenen vras. Ne velent ti ebet a dost, nag a bell, hag e voant dare gant an naoun hag ar skuisder. En diles ma en em gavent, ec’h en em gourachent an eil egile da c’houzanv evit Doue ; esper o doa e teuje an Env d’ho zicour ma na gavent ket a zicour var an douar. Epad ma edont er sonch-ze, setu hi o velet er blenen o tont varzu enho, eur goaz hag eur vaouez ganthi eur bugel bihan.

An tri den estren-ze a dosta oc’h an tri gloareg, a deu d’ho saludi, hag o velet e pebez dienez en em gavont, e kinnigont dezho bouet da zibri, hag e lakeont dirazho eur pred euz ar re c’hoeca.

An tri gloarek, souezet meurbet gant ar pez a zigoueze gantho, o divije caret gouzout piou oa an dud vad-ze. Hogen ho lentegez a viraz outho da c’houlen outho piou e voant. Ep dale avad her goueschont ep he c’houlen. Clevet a rejont eur vouez o lavaret : « Ni eo on eus savet compagnunez Jesus ». Kerkent ha ma o devoa clevet ar c’homzou-ze, an tri beacher ne vouent guelet mui.

Den ne oufe lavaret pebez laouenedigez a gargaz eneou an tri gloarek iaouang o clevet ar goms-ze a zeske dezho sclear e voa an tri-ze Jesus, Mari ha Joseph. En em lacat a rejont d’an daoulin da drugarecat Doue ; neuze ez ejont adarre en hent oc’h en em gourachi da veza ato fidel d’ho zri madoberour ha da veza ato relijiuzet skuerius. E Joseph e cavent ar skuer euz eur superior mad hag eveziant ; e Mari ar skuer euz eul lean parfet, hag e Jesus sentidigez eun neveziad oc’h en em lacat en urs.

Ar c’hoar Cecilia, a drede urs sant Fransez, euz a Vilan, e devoa eun devosion dispar da sant Joseph. He c’hustum oa iun bep merc’her divar bara ha dour en he henor. Bevech m’e deveze eun izom bennag, evit he ene pe evit he c’horf, en em erbede oc’h he fatron santel, hag hema a ziskuezaz e plije dezhan he devosion.

Cecilia a ioa eat, gant eur plac’h iaouank devot bennag all, da bardona da Itron-Varia Trapani, e Siciil. Al lestr a dlie ho digas en dro ho lezaz eun nosvez var an aod, eur pennad dioc’h Palerm. Ar merc’hed all en ho encrez, a vouele. Cecilia en em erbedaz oc’h sant Joseph, ha ne gollas ket he foan. Eun den cos, respectabl meurbet a deuas da ginnigen dezho ho hentcha.

« Va bugale, emezhan, roit ho pacajou d’an den iaouang zo aze, hag ho dougo ».

— Den mad, emezho, ni on euz eur pennad mad a hent da ober, rag e ru sant Joseph emaomp o chom.

— Me, emezhan, a chom ive er ru-ze. Alo, deomp, ha n’o pet ket aoun.

Ho c’has a reaz e guirionez beteg ho dor, hag an den iaouang a lakeaz ho facadou var an treuzou. Pa falvezas dezho trugarecat ho renerien, ne veljont hini anezho. Souezet meurbet gant ar burzud-ze e teujont, goude beza sonjet mad, da anaout e tlie ar rener mad-ze beza sant Joseph, hag an den iaouang, he vap mager pe eal mad unan anezho.

E 1548 e zoa e Napl eur sclaf morian hag a zalc’he ker pennok d’he fals relijion ma na felle ket dezhan clevet hano euz a virionezou ar feis christen. Ar pez hen rente diesoc’h da c’hounit, e voa aliou ha skuer eur sclaf all a ioa en he gichen, hag a ioa c’hoas pennococ’h egethan en he fals creden. Hema ne eane da zroukprezeg euz al lezen gristen ha d’hen distrei diouthi. Ar sclaf, o rei scouarn d’he gamarad, ne rea van euz a gement a lavaret dezhan a enep relijion Mahomet.

Gouscoude, daoust d’he zallentez, en devoa kemeret ar voazamant, abaoue daou vloas, da elumi bemnoz eul lamp dirag imach ar Verc’hez a ioa er voger en eur c’horn euz a liorz he vestr ; lakat a rea zoken eul loden euz he gommanant da brena eol evit kement-se. He vestr, christen mad, a c’houlennaz outhan perag o rea an dra-ze :

— C’hoant am euz, emezhan, da gaout skoazel ar Verc’hez Vari, rag eun itron vad eo, a gaf din, petra bennag ne anavezan anezhi nemeur.

He vestr, o clevet-se, a zonje dezhan en doa cavet eun dro vrao d’he c’hounit da Zoue, hag a gasas kemennadurez d’an tad jezuist a ioa carget euz ar sclavet. An tad a deuas ; digaset e voue an daou sclaf dirazhan, hag e comzas guella ma c’helle evit ho lacat d’en em ober christenien. Ne rejont nemet ober goab euz he gomzou ; dont a reas meur a vech, ha ne reseve bepret nemet goaperez. Neuze an tad a droaz he zell varzu an env, hag a bedaz hor Zalver da voucaat ar c’halonou caledet-ze. Pedennou ar missioner a voue silaouet. D’an noz araok gouel anter eost ar morian a ioa cousket c’hoek en eur c’hardi pa glevaz eur vouez oc’h he c’helver dre he hano, hag o lavaret dezhan :

— Abel ! Abel ! dihun ha silaou !

Dihuna a reaz, hag o veza digoret he zaoulagad, e velaz eur sclerijen gaer er c’hardi, hag e creiz ar sclerijen-ze eun itron euz eur genet dispar, hag en he c’hichen eun den respectabl meurbet a ioa ganthan eur zail arc’hant leun a zour. Abel strafuillet o velet eun dra ker souezuz, a lavaras :

— Piou oc’h-hu ? ha penauz oc’h eus-hu gallet dont ama, ha beza alc’hoezet an doriou ?

— Me, eme an Itron, eo Mari, an hini m’ac’h euz rentet henor d’he skeuden el liors, hag an hini zo ganhen eo Joseph va fried. Diskennet oun euz an Env evit da alia d’en em ober christen, ha dagemeret an hano a Joseph.

— Itron, eme ar morian, gourc’hemennit din ar pez a gerot, hag e sentin ouzoc’h ; ne c’houlennit ket diganhen avad beza christen, rak coll a reot ho poan. Daoust d’ar respont-ze ar Verc’hez a dosteaz oc’h ar sclaf gant eun ear laouen, a lakeaz he dorn var he scoaz hag a lavaras dezhan gant madelez :

— Abel, na rit mui ar pennok ; en em c’hrit christen.

Neuze Abel a velaz e voa trec’het.

— Ho torn sacr, emezhan, en deus touchet hag entanet va c’halon. Fallout a ra din senti ouzoc’h ha beza christen, ha neuze e kemerin an hano a Joseph. Hogen penauz e teskin-me pedennou ar relijion gristen, me paour kez den ne ouzon netra ?

— Me ho desco dit va unan, eme ar vam a drugarez. Hag o cregi e dorn deou ar morian, evel eur vam e dorn he bugel, e tescas dezhan ober sin ar groaz, hag e prometas dezhan n’hen ancounac’haje morse. Lavaret a reas dezhan neuze e vije desket he bedennou all dezhan gant an tad a ioa bet kentoc’h oc’h he alia d’en em ober christen.

Ar morian, hardiseet dre gement a vadelez, a c’houlennas neuze penauz a reat evit dont da veza christen. Neuze ar Verc’hez, o kemeret ar sail a ioa gant sant Joseph, a scuillas dour var benn ar morian, hag a lavaras :

— Setu aze petra a rai ar beleg evit da vadezi, ha kerkent da ene a deui da veza ker guenn hag ar zae-ma a velez en dro din. Goude ar c’homzou-ze mam Doue a iea da vont kuit. Ar morian en doa c’hoant d’he delc’her hag a lavare :

— Guerc’hez santel, prometit din e teuot d’am c’honsoli, mar teu din beza ankeniet :

Mari a brometaz e teuje, hag a ieas neuze kuit.

Abel a zavas neuze hag a redas da gaout he vestr evit lavaret dezhan ar pez a ioa digouezet ganthan. Antronos vintin e voue kemennet d’an tad, ha pa voa deut, ar morian a c’houlennas caloneg ar vadiziant.

Ar sclav all, he gamarad, an hini en doa great kement evit miret outhan d’en em ober christen, o veza clevet ganthan ar pez en doa guelet, a c’houlennas beza badezet ive. Great e voue scol dezho eun derveziou bennag, ha ne vouent ket pell evit beza desket avoalc’h da reseo ar vadiziant. Dek sclav all, o kemeret skuer dioutho, a zigoras ive ho daoulagad d’ar virionez hag a voue badezet ive gantho. An dervez-ze a voue eun dervez caer meurbet. Abel, pehini a voa ar c’henta er gouel caer-ze a gemeraz an hano a Joseph evel ma voa bet gourc’hemennet dezhan gant ar Verc’hez, hag en em ziskuezas bepret din euz a scoazel he baeron.

Ar vam a drugarez ne zaleas ket da rei mercou nevez a vadelez dan hini a c’heller da lavaret e devoa choazet evit map. Hema o veza eun dervez nec’het ha melconiet, a reaz he beden evelen :

— Guerc’hez santel, setu ama ar mare evidoc’h da zelc’her mad d’ho promessa. Kerkent Mari en em ziskuezas dezhan en eur lavaret :

— Joseph, o pet pasianted !

Ar c’homzou-ze a zigasaz eul laouenidigez ker bras e calon ar sclaf christen, ma cave dezhan, evel ma hen lavare he unan, beza er barados.

————


Da Zantez Anna.
————

Santez Anna zo enoret e kalz a lec’hiou e Breiz izel ; bez’e deuz aleiz a chapelou dre ar vro, bez’ez eus gouscoude daou leac’h brudet dreist ar re all, ha muioc’h darempredet gant ar bardonerien ; santez Anna Vened en escopti Guened, ha santez Anna ar Palud en escopti Kemper. Santez Anna ar Palud ne deo ket ker brudet ha santez Anna Vened petra bennak ma vez ive enhi pelerinet aleis, ha zoken deiz ar pardon braz e vez eno marteze muioc’h a bardonerien evit a vez e santez Anna Vened pa vez muia. Rak brema ez euz eur bloavez bennak, ofiserien vras, boas da velet armeou, boas da velet bandennou braz a dud destumet en eul leac’h, a voue clevet o lavaret e credent e voa neuze dirag ho daoulagad, e Teven pe Baluden santez Anna, var dro pevar ugent mil den. Eno ive ar pardon a bad eur miz, adalek gouel ar zantez e fin mis gouere beteg ar zul diveza a viz eost. D’ar zul diveza-ma eo ema ar pardon bras. En deis-ze eo eun dudi beza eno eun nebeut araog an oferen bred, o velet prosesionou o tigouezout eno euz ar parreziou divar dro ; dreist oll o velet prosesion Douarnenez. Douarneneziz a deu avechou da zantez Anna dre vor, a dreuz ar Bae ; hag estlam a ra an oll o velet ar Bae-ze ker braz ha kel ledan, goloet a vagou, daou pe dri c’hant bag, eun arme a vor ; ar bagou oll carget a dud ; en ho c’hreiz, var eur vak kempennet a zoare, ar veleien, ar ganerien, hag e kichen, ar c’hroaziou hag ar panielou. Eun dudi eo guelet ar prosesion-ze ha clevet an oll vordud-ze, gant ho moueziou boas da drec’hi var an trousmor, o respont ora pro nobis oc’h al litaniou, o lacat da dregarni var eun dro ar mor hag an douar.

Chapel santez Anna ar Palud zo bet savet a nevez ha brema ez euz eno eur chapel gaer, kement hag eun ilis parrez euz ar re genta.

Gouscoude santez Anna Vened eo ar vrudeta a chapelou santez Anna e Breiz-izel. Eno ive ez eus savet eur chapel nevez ; ne ket eur chapel ; eun ilis kaer, eur gatedral eo a vo savet. Di eo e car mont e pelerinach ar gristenien a bevar c’horn Breiz. Mont a reont di a hiniennou, a vandennou, a barreziou a bez e prosesion. Eno e caront en em zestum pa o deus c’hoant da ziskuez ho anaoudegez vad da Zoue ha d’ho fatronez santel, da ober eun act a feiz a zoare a vouez an Env hag an douar, da ziskuez dirak daoulagad ar bed oll pe ger stard e talc’hont d’ho relijion. Coms a raimp ama izeloc’h euz a zaou euz ar pelerinachou bet e santez Anna Vened ; daou belerinach hag a vezo sonch anezho ato keit ha ma vezo comzet ar brezoneg er vro-ma. Araog avad e livirimp eur ger divarben an doare ma zeo bet savet chapel santez Anna brema ez eus tost da dri c’hant vloas.

————


Santez Anna Vened.
————

Eus a bep corn a Vreiz-izel e za tud da bardona da zantez Anna Vened. Dibaot e ve caout eur barrez ha na ve enhi meur a hini hag o deus great ar pelerinach-se ; ne ket epken a so bet eno, mes zoken o deus bet eur c’hras bennag deut dezo dre zaouarn patronez Breiz. Hogen cals a zo ha ne anavezont ket ar burzudou so c’hoarvet eno pa eo bet savet chapel pe ilis santez Anna. Cridi a ran eta ober plijadur d’ar re a lenn pe a gleo lenn kement ma, o teski dezo an doare burzudus ma eo bet savet ar chapel-ze. Brema dreist oll pa zeus savet eno eun ilis caer ha bras eleac’h an hini a zo bet savet brema eus tremen daouc’hant vloas, ar pez am eus da verca a zervicho da zerc’hel sonch eus ar chapel-ze anavezet gant kellies a bardoner, eleac’h m’e deus mam ar Verc’hez silaouet mouez ken aliez a zen.

Chapel pe iliz santez Anna hag ar bourg so savet en dro dizi, a so e parrez Pluneret, teir leo dioc’h Guened. Guened eo kear benn ar Morbihan ; An Escop a jom eno, ha Duket Breiz so bet ive guechall o chom er gær-ze. Eul leo dioc’h santez Anna ema ive Alre, kerig brudet dre ar pez a jom eus he c’hastel coz, dre ar vrezel a voue lazet Charles Bleaz enhi hag a rentas Ian Monfort Mestr a Vreiz, dre ar re a voue divezatoc’h trahisset e Quiberon ha lazet e kichen couent ar Chartreuzet.

Er bloaz 1622 ne voa eleac’h m’ema brema santez Anna, nemet prajeier ha lanneier hag eur pez douar gounit bennag. An douarou-se a voa oc’h eur geric pe vilajen hanvet Keranna. Ar pez a ziskueze e voa bet santez Anna enoret eno kentoc’h evit neuze ; hag e guirionez, dress eleac’h m’ema ar chapel hirio e voa bet guechall goz eur chapelic, mes pehini a voa distrujet meur a gant vloas a voa. Ar chapelig-se a greder a voue discaret pe a guezas en he foul var dro ar bloas 699, hag a dlie beza bet savet kerkent ha ma voa deut sclerijen ar feiz er vro-ma ; da zivezata e fin an trede pe e comansamant ar pevare cantvet.

D’ar mare ma comzomp anezan brema, ne voa mui e plas ar chapel goz netra ebet anizi. Mar doa chomet eno eun nemorant bennag, e voant cuzet dindan an douar. Plas ar chapel gouscoude a voa anavezet. Bez’edo e creis eur parc hanvet Bocennou (Bocenneu e iez Guened) hag an dachen-se a allet da balat, mes ne allet morse he arat. Cant guech oa bet clasket hen ober, ha bevech al loenet, pa vezent digouezet gant an dachen-se, a iea adren, a sponte, ha mar scoet gantho, e tirollent hag e torrent stergnou hag arat. Evelse e lavaret d’ar rea iea da labourat gant loenet er parc-se ; diouallit oc’h plas ar chapel !

Kementse a elle beza eur merc e falle d’ar zantez beza enoret eno c’hoas. Dre ze ez oa eur greden etouez ar re goz, creden hag a voa deut dezo a rum da rum abaoue ne voar den pegeit, penaus e tlie ar chapel beza savet a nevez ; hag ar pez so burzudus, ar re goz-ze cals anezo a espere, araog mervel, guelet adarre ar chapel en he za.

An hini a voue choazet gant Doue evit lacat sevel chapel santez Anna, a voa eul labourer paour o chom e Keranna. O teleur evelse he zaoulagad var eun denic dister ha dianavezet, Doue a reas eno ar pez a ra peur liessa ; me lavar choas an traou distera evit dont abenn eus an traou brassa. Guelloc’h aze e veler peleac’h e vez dorn an Ollc’halloudec. Hano an den-ma a voa Yvon Nicolazic.

Yvon Nicolazic a voa ganet er c’harter, a dud paour. — Pell a voa e talc’he merouri ar Bocennou pehini a voa oc’h dalc’h Kerlogen. Nicolazic a voa eun den vertuzus, unan eus an dud-se a ve lavaret a ve deut ar vertus gantho var an douar, hag a so ganet evit ober ar mad. Azalec he vugaleach e voue aketus d’he oll deveriou a relijion, hag ar iaouankiz, an oad-ze a scanvadurez, ne reas dezan chench tam ebet. Bez’edo brema en he oad cre, vardro he drede bloavez ha daou ugent. He amezeien, pa zave entrezho, her c’hlaske evit ho unani, hag a blege d’he varnedigez ; gouzout a reant oa cant guech guell gantha coll he unan evit ober an distera dislealdet da zen. Devot oa ha leun a feiz. Caret a rea ar beden, ha n’her guelet nemeur o vont dre an hentchou na vije o lavaret ho chapelet. Douget bras oa ive da ginnig he labour da Zoue evit delivrans eneou ar purgator. He gerent o doa he voazet da veza devot d’ar Verc’hez ha da zantez Anna, hag azaleg he vugaleach e pede dalc’h mad ar verc’h hag ar vam.

Setu an den a voue choazet gant santez Anna evit lacat sevel he chapel. Abaoue eun nebeut amzer, ep ma c’halje gouzout na penaus na perag, e sante creski he zevotion evit he batronez santel. Kementse a voa eun tanva eus ar burzudou a dlie c’hoarvezout.

Kenta burzud a erruas oue eur sclerijen gaer a velas en eun taol o tont en he di, e creis an noz, hag ar pez a gave dezan a rea ar sclerijen-se, oa eur pilet, pe eur c’houlaouen goar douget gant eun dorn. Kementse, ervez m’hen lavar, a badas keit ha ma vet o lavaret diou Bater ha diou Ave Maria. C’huec’h sizun goude, eur zulvez, eun heur goude cuz heol, e velas ar memes tra e parc ar bocennou. Mes neuze ar sclerijen ne badas ket keit, ha ne velas dom ebet o telc’her ar c’houlaouen.

Evel na elle ket gouzout petra oa an traou a vele, Nicolazig a zonjaz ec’h alje beza he vam, maro nevez a voa, eo a deue da c’houlen pedennou outhan. Var ar zonch-ze e reas kement a ellas evit he zenna a boan ; mes ep dale ec’h anavezas ne ket he vam eo a vele. Eur pardaez, eun heur adarre goude cuz heol, he vreur caer hag hen o veza eat pephini dioc’h he gostez da gerc’hat he ejennet d’ar parc, o devoa da dremen ho daou ebiou an eienen zour so great anizi brema feunteun gaer santez Anna, mes pehini ne voa neuze nemet eur voazig a rede etouez ar guezeri. O veza digouezet an eil gant egile araog ma voant deut beteg an eienen, e veljont en eun taol ho ejennet oc’h argila hag o sponta. Caer o doa ne allent ket ober dezo mont var araog. Petra elle beza-ta e kichen an eienen ? Mont a rejont da velet hag en a voa eun dra bennag e touez ar brouscoat. Peger souezet ne vouent-hi ket pa veljont dirazo eun itron, eun ear an nopla dizi, en he za troet varzu an eienen ? he zae a ioa guen-cann hag a ziskenne bete’n douar. Eur sclerijen ar vraoa a voa en dro dizi, hag a bare var gement a voa a dost. O velet kementse, kenta a vennjont oue kemeret an tec’h. Mes souden e teuas mez dezo eus ho lentegez hag e teujont en dro. Ne veljont mui netra.

Ar burzud-se en em nevezas meur a vech ; hag evit doare, Nicolazic, epad ar pemzeg mis kenta goude, ne dremene morse teir sizun ep guelet eun dra bennag. Bevech ma tistroe eus he barkeier divezatoc’h evit na voa boas, pa veze an noz o tont, e teue, dalc’het gant eun dorn ha ne vele ket, eur c’houlaouen hag a iea costez ha costez gantha evit sclerat he hent. Ha pa deuje an avel da c’hueza, tan ar c’houlaouen ne finve ket.

Aliez e vele ar zantez he unan, guech e kichen an eienen ma hon eus comzet anizi, guech en hedi, hag avechou ive en he c’hranch pe en he gardi, e kichen mein benerez a voa laket da zevel ar c’hardi-ze hag a voa bet tennet guech all gant Tad Nicolazig eus a nemoranchou ar chapel chomet etouez an douar. Bevech ma he guele evelse, e veze ato ato ganthi eur zae venn cann, ato eur c’houlaouen en he dorn, eur goabren dindan he zreid ; ne lavare ger ; eun ear a noblans hag a vadelez a veze ato var he drem ; ar sclerijen a veze en dro dizi hag a deue anizi, a zigase da zonch d’al labourer mad eus an hini a velas guech-all an Ebestel en dro da J.-C., var Menez Thabor.

Ar grasou-se ne badent ket pell, mes re alies e teuent evit miret na dajent doun en eun ene ken eün ha ken dizroug ha ma zoa ene Nicolazic. Creski cals a reas he zevotion, ha ne elle mui sonjal er zantez a brije en em ziskuez dezan, ep ma vije tenereat he galon. Aoun en doa gouscoude, o velet traou ker burzudus, na vije tromplet, ha setu perag e falvezas dezhan discleria ar pez a zigoueze gantha da dud vertuzus, tud hag o divije sclerijen avoalc’h evit he gelen hag he ren. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Nicolazic a ziskuezas bete’r fin e voa din eus ar grasou en doa bet euz an env. Ato e chomas humbl ha dic’hloar ; seulvui maclaske ar belerinet he velet ha ma tiskuezent dezan ho istim, seulvui a c’hoant en devoa da veva cuzet ha dianavezet. Kementse a reas dezhan, en despet d’an Tadou Carmez, en em denna pell dioc’h ar gouent, en eun tamic merouri en doa e Pluneret. Eno e tremene, evel guech all, he amzer o pidi hag o labourat an douar. Eur vech en amzer epken ez ea da velet he vestrez vad. Ar venac’h a zalc’he eur cellulen evithan, hag hen digemere evel pa vije bet unan eus a dud ho zi.

Kerkent ha ma vouesjont e voa coezet clan (hag he glenvet ne badas nemet c’huec’h dervez), e rejont he zougen d’ho c’hlandi, pe d’ho infirmeri. Eno e kemerjont anezan an oll zourci a allent da gaout. — Epad he boan, ar beden a lavare dalc’h mad, oa hini hor Zalver er Jardin Olivez : Va Doue, ho polontez bezet great. O veza recevet he oll sacramanchou gant ar brassa devotion, ez eas toc’hor ; cridi a reat edo en he agoni. He gonfessour a lavare dezan eur goms vad bennag, pa voue guelet he vizach, dija stenet gant ar maro, oc’h en em laouenat, hag he zaoulagad digor ha troet varzu eur c’horn euz ar guele. Goulennet oue outhan petra vele, hag e lavaras : Setu ar Verc’hez Vari ; setu va mestrez vad an Itron Santez Anna.

Neuze he gonfessour a redas d’an ilis hag a zigassas gantha imach burzudus Santez Anna : Ahanta, va breur, emezhan, brema pa zoc’h prest da vont dirag Doue, ha delc’her a rit-hu mad da gement oc’h eus diskleriet ken alies a vech ? — Ia, eme Nicolazic. — Ha brema, ha bez’oc’h eus-hu e santez Anna ar memez fizians, ha contant oc’h-hu da vervel e treid he imach, dre anaoudegez vad evit ar grasou oc’h eus bet diganthi en ho puez ? Ia, a respontas adarre Nicolazic. — Neuze an Tad a lavaras dezhan poket da dreit an imach. Nicolazic a zentas, a bocas c’huec dezo, ha kerkent e rentas he ene da Zoue.

Mervel a reas an 13 a vis mae, er bloas 1645, ugent vloas goude m’oa bet cavet an imach er Bocennou. Enterret e voue en ilis dirag ar pilier so da chapel ar Verc’hez ha chapel Santez Anna, tost da vad eleac’h m’oa bet cavet an imach.

Nicolazic ne lezas var he lerc’h nemet eur map pehini a voue diorroet gant an Tadou Carmez hag a deuas da veza beleg. An Tad Rigoleuc her choazas he zicour da rei missionou var ar maez.

Araog kuitat chapel Santez Anna-Venet, e rancan lavaret penaus e troad an aoter vras eo enterret an Aotrou Keriolet eus a Alre, pec’her bras er penn kenta eus he amzer, mes ive penitant bras var fin he vuez ; ker brudet dre ar binijen eston en deus graet evel ma zoa bet diaraog dre an dizurziou e pere oa coezet. He vrassa c’hoant, en he amzer diveza, oa bezaa enterret er chapel-ze, hag ar c’hoant-ze a voue sevenet gant an Tadou Carmez pere a voa eur joa vras gantho caout he gorf en ho ilis.

————


Burzudou pe viraclou.
————

Ar burzudou digouezet e Santez-Anna, pe great e leac’h all en andret ar re a so bet en em erbedet outhi, a so eb niver. Tud varo ressuscitet, tud clan pareet, grasou all a bep seurt recevet ar guelet, ar c’hlevet, ar parlant, ar c’herzet rentet d’ar re o devoa ho c’hollet ; cavet e ve eun niver bras eus ar burzudou-ze anavezet gant cals a dud. En eur pennadic scrit evel hema ne allan ket coms eus a gement a viraclou. Ne allan ket miret gouscoude da lavaret eur ger euz ar re anavezeta.

An Tad Ambroas a verc penaus endra edo c’hoas an imach el lochennig balan savet da genta da c’hortoz ar chapel, eur vaouez coz ha dall eus ar Faouet a recevas ar guelet ; ha d’an deis ma voue lavaret an oferen genta, eur verc’hig pevarzeg vloas pehini a voa mud a recevas ar prezeg.

N’em eus ket izom da lavaret penaus an aotrou Rosmadec, escop Guened, hag an Eskibien all divar dro, a gargas tud gueziec da ober eun enclasc piz eus ar miraclou-ze, ha penaus Escop Guened a fellas dezan zoken guelet hag enclasc dreizan he unan abars rei he otre da goms dirag an oll euz ar burzudou a c’hoarveze eno.

Eur verc’hic tri pe bevar bloas da eur miliner eus a Guemene a guezas el lenn. Eur vaouez he doa he guelet o coeza hag a deuas en eur grial da lavaret. Buan en em lekejeur d’he c’hlasc, mes caer a voa n’he c’havet ket. He zad hag he mam en ho anken he goestlas da Zantez Anna, hag eb dale he c’hafjont ; mes siouas, maro mic oa, ouspen eun heur oa bet dindan an dour etouez al lec’hit. Goude m’o doa gouelet hag hirvoudet avoalc’h he goestljont eun eil guech d’ar zantez, ha souden e teuas buez enhi. An tad gant he joa ne c’hortozas ket hirroc’h. Kemeret a reas dioc’htu he ben bas evit mont en hent da drugarecat Santez Anna.

Eur plac’hig all, oajet a eis vloas, merc’h ive d’eur miliner, a goezas el lenn e kichen ranvel an dour mal. En eun taol e voue treinet ha strinket var rod ar vilin. He c’horf a voue flastret gant al loaiou dour. Ar vilin a jom a za, hag ar miliner a red da velet petra c’hoare. Dont a ra en he speret ar zonch euz he verc’h, hag e c’hast buan serra ar ranvel. Disken a ra er pet, hag e caf he verc’h dindan ar rod ; mes siouas, ne devoa furm ebet mui, ha maro mic oa. E creiz an anken, unan bennag a gomzas a zantez Anna. An tad hag ar vam glac’haret he goestlas d’ar zantez, ha souden e voue guelet ar verc’hic o finval. Ker buan e teuas da vad, ma na jome abenn antronoz vintin nemet eur gleizen bennag evit discuez ar burzud a voa c’hoarvezed.

Eur plac’hig all oajet a zaouzec vloas, merc’h da eun digentil hanvet Cairan des Croix, o chom tost da Venez Sant-Mikeal, a voue flastret en eur pressouer pe en eur voaskerez chist. Ar verc’h-ze a voa bet goestlet en he bugaleach da Zantez Anna gant he zad hag he mam, ha brema pa he gueljont bruzunet he izili ha collet ganthi he buez, he goestljont eun eil guech. Ep dale e teuas buez enhi hag e comansas da barlant. Ouspen daou c’hant den a voa diredet di hag a voue testou eus ar burzud-ze.

E parrez Ploua, eur vam eat da gas ho bouet d’he zud d’ar parc, a lezas eur bugel c’huezeg miz en he gavel, hag evit he zioual, eur verc’hig pemp pe c’huec’h vloas. Houma a lezas he breur evit mont da c’hoari, hag ar bugel a guezas var al leur-zi cavel hag all divar eur c’houfr huel. Ar verc’hig a deuas d’he zevel, mes ne ellas nemet lacat ar c’havel var he zres, ha ne grede ket mont da c’houlen sicour. Ar bugel a voa broustet he izili. Pa erruas ar vam, e lamas buan da sevel he c’hrouadur, mes ne reas nemet losker eur c’hinaouat goat bennag, hag e varvas dioc’htu. An tad hag an amezien a voue galvet, hag abenn m’oant bet ouspen eun heur anter o sellet oc’h ar buguel maro mic, e teuas sonch dezo eus a zantes Anna. An tad a voestlas neuze he grouadur d’ar zantez, ha kerkent e voue guelet he zaoulagad o tigeri. Abenn eun anter heur goude, ar bugel a rede hag a c’hoarie evel pa na vije digouezet netra gantha. An tad en devoue eun drid-calon, ma coezas semplet gant an nerz eus he levenez.

Daou ugent burzud all evelse so merket er c’haierou ma zeo tennet ar re ma anezho. Caout a rer eno eur vatez coezet en eur puns doun o tenna dour ; tud flastret dindan rojou kirri carget mad ; meur a hini, ha dreist oll bugale, deut e buez hag hi dija laket en ho arched ; eur bugel crouget var bouez he luren o coeza en eun toul var he benn ha mouget ; lod maro araog dont var an douar ; lod beuzet er steriou, el lennou pe er stancou goude beza bet pell bras en dour, hag eo ato kerkent ha ma ho goestler da zantez Anna eo ho gueler o tristrei e buez. En hevelep feçon ne ell den ebet doueti na doa kement-se oll burzudou great gant ar zantez e faver ar re a deu d’he fidi.


Setu ama Miraclou all a beb seurt.

Renea Pleux, eus a Lambal, a gollas ar guelet d’an oad a eis vloas. Epad c’huec’h vloas e voue casset da gaout cals medicinet hag e voue great pep seurt simillerez evit clasc renta dezhi ar guelet. Mes caer a voa, ar verc’h ne vele banne. He mam, pa oa deut d’an oad a bevarzeg vloas, en em voestlas da vont evithi teir guech da Zantez Anna, ha kerkent e teuas ar guelet d’ar verc’h.

Eun oficer, eus a arme ar c’homt d’Arcourt, a ioa gourdrouzet da goll ar guelet. Mont a reas da Baris da gaout ar vedicinet gouezieca ; mes al louzeier eleac’h ober vad dezan, a lamas digantha ar pezic a sclerijen a vele c’hoas, hag e teuas achano dall put. En he anken e teuas sonch dezan eus a Zantez Anna Vened. En em voestla a reas da vont di, ha kerkent e teuas ar guelet dezhan.

Tregont den all a alfen coms anezo pere so bet rentet dezo ar guelet goude beza bet dall epad pevar, c’huec’h, eis vloas, ha goude beza bet louzaouet gant ar guella medicinet.

Francez Kermelot, eus a Bommerec, a voa mud abaoue pevarzec vloas. He vreur her c’hassas da Zantez Anna. Stouet a reas dirag imach ar Zantez, hag e teuas ar prezeg dezan eno dioc’htu.

E Granvil oa eur potrik seiz vloas ha n’en doa lavaret morse coms ebet. Den ne espere e teuje biken da barlant, nemet he dad pehini en doa eur fizians vras e Santez Anna. En em voestli a ra da vont e pelerinach, ha digoezet er chapel, e laca lavaret eun oferen hag e ped he unan a greiz calon. Eun dra bennag a lavare dezan en doa bet he c’houlen. E guirionez, oc’h erruout er gær kenta a velas oa he vap o tont a ziarben dezan hag oc’h he c’hervel dre he hano. Leun a anaoudegez vad, e kemeras c’huec’h test, hag e teuas dioc’htu var he giz d’ar chapel da drugarecat ar zantez, ha da renta testeni eus ar burzud.

Sebastiana Dubot, eus a Josselin, goude eur c’hlenvet bras a deuas dizi d’an oad a nao bloas, a jomas mut hag hep gallout finval he divesker. Bloas goude, he zad. he c’hassas da Zantez Anna. Ar c’herzet a zeuas dizi, mes he zeod a jomas liamet. Abenn trivac’h vloas goudeze, Bastiana, pehini a voa paour hag e doa collet neuze he zad hag he mam, en em gave en eur stad poanius meurbet. Izom e doa da c’hounit he bara, ha n’oa ket aez dezhi hen ober, mudez evel ma zoa. Sonjal a reas penaus ar zantez e doa great eur burzud en he c’henver, e divije madelez avoalc’h evit ober c’hoas eun all. Mont a reas da Zantez Anna deiz ar Pantecost, e compagnunez he breur hag eun nebeut mignonezet. Esperout a rea penaus en deiz-ze da genver pehini en doa ar Speret-Santel diliamet teodou an Ebestel, e vije diliamet ivez he hini. Digouezet e dor ar chapel scoas oc’h scoas gant he breur, e teuas ar prezeg dizi. « Va breur, emezhi, peleac’h ema imach Santez Anna ? » He breur hag he mignonezet, an daelou en ho daoulagad, he c’hassas da dreid an imach. Ar brud eus ar burzud-ze en em scuillas buan etouez kement a voa eno, hag an oll o devoa c’hoant da lavaret eur ger bennag outhi, evit gallout clevet o coms an hini a voa deut ar prezeg dezhi eno en deis-ze.

Eun dijentil eus a Blourec, en escopti Treguer, Guillou ar C’helenec, a voa deut tri bloas a voa da veza bouzar glez. Goestli a reas mont da Zantez Anna, hag en eun taol e teuas ar c’hlevet dezhan.

Thereza Plessis-Guillouzou, eus a Vontroulez, goude eur goal glenvet, a voa chomet diforch ha mac’hagnet oll. Ne alle ober camet nemet abouez branellou. Goestlet e voue gant he zud da Zantez-Anna, hag en eun taol e teuas da veza sounn, eskuit ha divac’hagn evel biscoas.

Cathel Huet, a escopti Langr, a voa abaoue c’huec’h vloas astennet var eur guele a boan, seizet oll he izili. Eun den estren a goms dezhi eun dervez eus ar burzudou a zigouez e Santez Anna. Dioc’htu e teu dezhi eur fizians vras da veza pareet. En em voestli a ra da vont da Santez Anna, ha kerkent e teu buez en he izili ; hag en derveziou varlerc’h e voa e stad da vont, gant he breur, da ober ar veach hir-ze.

Adrien Judéaux, eus a Vessac, en escopti Roazon, a voue scoet gant eur c’hlenvet pehini a ziverras he oll voaziet, hag a rea dezhan divoasc poan scrijus. Prometi a ra mont da Zantez Anna, mar gell en em stleja di. He boan a ziminuas eun draïc, hag e c’hellas finval eun nebeut he izili. Neuze en em laca en hent, o veva divar an aluzen, hag e voue douget pennadou, e kar pe e bag, gant an dud vad a zigoueze gantha. Mes pa na gave den d’he zougen, e voa red dezan mont var he barlochou. Ober a ra eun navet e Santez Anna ep ma ve guelleat dezan. Mes goude eza davoalc’hi he izili d’ar feunteun. Neuze e cresk he boan eun neheudic amzer ; he izili a gomans da stracal ha d’en em eüna, ha souden e sao en he za ken discoupl ha pephini, hag a vel da eun niver bras a dud, e za d’ar chapel da dugarecat ar Zantez araog mont d’ar gær.

Francez Talhouet, messaer, pe mar kirit potr an denvet eus a gichen Henbont, en doa ar memes clenvet evel an hini ma hon eus comzet anezan da ziveza. Guelet eo bet epad meur a vloaz e kær Henbont o clasc an aluzen var he barlochou. Dont a reas da Zantez Anna, hag e voue pareet ive oc’h en em voalc’hi gant an dour euz ar feunteun.

Jannet Beaumin, eus a Gervragnen, e parrez Querrien, en escopti Kerne, a voue, d’an oad a c’huezec vloaz, seizet he zeod hag he divesker. Ne alle na coms na bale. He zad hag eun amezeg hanvet Guillou Helou, he c’hassas, pevar bloas goude, da Zantez Anna. He dougen a rejont, evel eur c’hrouadur, var ar vreac’h d’ar chapel hag euz ar chapel d’ar feunteun. Eno ar plac’h a voalc’has he divesker, ha kerkent e savas en he za o vale coulz ha nicun. Evit trugarecat Doue euz ar burzud-ze, person Querrien, pehini a voa neuze an Aotrou Flohic, a reas ar brocession eleac’h ma zoa eur vanden vad a vugale guisket en aelez, hag en ho fenn Jannet Beaumin a ieas adarre da Zantez Anna, hag e recevas ive ar prezeg.

An Itron Tonquedec, Anna Franchet, a voa dalc’het gant eur c’hlenvet poanius, pe evit lavaret guell, meur a glenvet a voa oc’h hegal outhi. Lacat a reas he digas da Zantez Anna. Mes eno he foan eleac’h mont kuit, a grescas kement, ma voue red d’he fried hasta d’he dougen d’he c’harros, hag en em denjont ankeniet bras. Digouezet e Meriadec, var hent Guened, an Itron a deu da zonch dezhi ne deus ket efet a zour eus ar feunteun. Fallout a ra dezhi e chomfet a za, hag e cas eur mevel da gerc’hat dezhi eur banne dour. Pa deuas ar mevel en dro, an Itron a voa o crena an derzien, ha daoust da gement a lavaret dezhi, e fallas dezhi efa dioc’htu eur banne eus an dour-ze. A veac’h e doa tostet an dour oc’h he muzellou ma c’heanas an derzien ha ma en em gavas pare. He fried he unan eo en deus lezet dre scrit ar burzud-ma.

Eul lizer scrivet gant an Aotrou Vieuville (Kergoz), Escop Roazon, a rent testeni da eur burzud great gant ar zantez e kenver eun den eus an escopti-ze. An den-ze, hanvet Ian Jacquelin, a voa leorier. Taget oa gant n’oar den pet clenvet, terzien velen, droug an douar. Coenvet oa en dra c’helle caout croc’hen. Ne alle mui finval ; red oa he gas hag he zigas. Lacat a reaz ober eun navet evithan e Santez Anna. An navet-ze a voue gret da lun ar Pantecost er bloas 1659, hag an dervez-ze zoken, var dro deg heur ec’h eanas he boan hag en em gavas pare hep m’en devoue mui na terzien na diæzamant all ebet.

Olier ar Pap, eus a Gær Rabet, aotrou eus a gichen Sant-Briec, en doa eur map, c’hoas iaouankik flam, dalc’het bras gant droug an douar. Caer o doa bet an dud goueziec ober kement a allent evit he barea, collet o doa ho foan. Ar bugel a voue goestlet da Zantez Anna. Antronoz vintin e lavare en doa guelet e creiz an noz eun itron gaer, caer bras, pehini a voa deut beteg enha hag e devoa goulennet outhan : petra c’hoantait-hu ? Beza pareet, eme ar bugel ; hag e deus lavaret din, emezhan : Bez’ e viot. Tud an ti ne gemerjont kementse nemet evit eun uvre brao. Mes an noz varlerc’h ar bugel a velas adarre, ne ket eun itron, mes eur c’hrouadur iaouanc eveldhan, eur c’hrouadur caer ha skedus evel an heol, pehini a dosteas outhan, a douchas oc’h he c’houli, ha kerkent e voue pare. Ar bugel en em lakeaz da grial gant he joa. Oll dud an ti a zavas hag a ziredas d’he gaout, hag oll e veljont n’oa mui nemet eur gleizennic ruz eleac’h ma edo ar gouli.

Setu ama eur burzud hag a zo eur gentel er memes amzer. Jannet-Balan Peronneau, eus a escopti Tour, a voa en em c’hloazet o coeza divar varc’h. Ar gouli a deuas da veza scrijus hag a goezas controun enha. Ne devoa eta nemet ar maro da c’hortoz. Ar beleg a deuas da rei dezhi he reziou en doa nevez bet eur c’hras digant Santez Anna, hag he alias d’en em erbedi oc’h ar memes santez. En em voestla a ra da vont da Zantez Anna, ha dioc’htu ar c’hontroun a ia kuit hag ar gouli a bare. An itron a voa da genta he c’halon leun a anaoudegez vad. Mes pa voe deut ar mare da vont en hent evit ober ar veach hir-ze, e teuas da argila. Aoun ha diegi a groge enhi o sonjal er scuisder hag en disezamanchou all eus ar veach. Dont a reas da zonjal e c’halje beza chenchet ar veach-se dezhi en eun œuvr vad all bennag. Mes setu ama eur burzud all ; ar gouli a zigor a nevez, hag ar c’hontroun a deu en dro. Neuze an itron a vel eo faziet. Goulen a ra pardon eus he leziregez. En em voestla a ra a nevez da vont da Zantez Anna. Parea a ra adarre, ha neuze e za ep marc’hata da ober ar pelerinach e devoa prometet. Red eo derc’hel mad d’ar pez a vez prometet da Zoue ha d’ar Zænt.

Eur plac’h iaouanc eus a Briziac o veza o carga foen a goezas divar ar c’har. Eur forc’h houarn a voa ganthi en he dorn, hag e clascas en em harpa var bouez ar forc’h-ze. Mes pa douchas troad ar forc’h oc’h an douar, he fenn a ieas a gass var ar biziet, hag ar bez a ieas en he ginou hag a dreuzas he empen bete mont er meas dre ar c’hil. He breur hag eur plac’h a voa eno, a reas ho gallout evit tenna kuit dant ar forc’h, mes ne eljont ket hen ober. Ar medecin galvet a lavaras ne voa pare ebet evithi nemet dre eur burzud. Ar burzud a voe great. Ar re a voa eno en em lakeas var ho daoulin evit he goestla da Zantez Anna. Dioc’htu bez ar forc’h houarn a voue tennet ken aez ha tra eus ar gouli, hag aben c’huec’h sizun goude ar plac’h iaouanc a iea he unan da drugarecat he madoberourez.

Eul lestr a Vreiz o veza bet kemeret gant forbanet turc, ar vartolodet a voue liamet ho daouarn dezo oll ha strinket e gouelet al lestr. Eno e vouent goal gasset ha great a bep seurt dezo o clasc o lacat da zinac’h ho feiz. Dinac’h pe vervel, setu ar choas a voue lezet gantho. Ar gristenien geiz a lavaras oll : Kentoc’h mervel mil guech eget nac’h hon Doue ! Neuze e voue taolet tri anezo er mor, hag unan a voue troc’het he zivrec’h dezan evit ober aoun d’ar re all. Mes ar re ma oll a jomas stard en ho c’hreden, hag en em lakeas d’en em erbedi oc’h Santez Anna. Kerkent an Durket a gollas en eun taol ho c’hristeri, hag e leschont ar vartolodet christen da vont d’an douar var aodjou Portugal.

Eur c’habiten eus a Naonet, o veza gouezet oa het kemeret he vap, ha guerzet d’an Durket, a fallaz dezan en he anken mont he unan da vro Sao-Heol evit dasprena ar map-ze. Mes o treuzi ar mor creiz e voue kemeret he unan gant ar forbanet ha casset var aodjou an Afric. Tremen a ra tri bloas en eur stad an truezussa, goal gasset e pep giz, ep esperans ebet mui da gaout he vap na da velet morse he vro garet Breiz-Izel. Pell a ioa ne c’hortoze mui nemet ar maro, ha gouscoude ne alle ket miret ne deue avechou en he speret ar zonch eus he vro muia caret hag eus an derveziou euruz en doa tremenet eno. Epad ma tremene an traou-ze dre he speret, e teuas ive sonch dezan eus a Santez Anna hag euz ar burzudou en doa clevet lavaret a rea. En em voestli a ra da vont ; mar gell morse guelet he vro, da Zantez Anna en eur glasc he vouet. Neuze e teu fizians en he ene, hag en em laca da glasc an tu da dec’het. He vestr a jome tost d’ar mor, hag evel m’en doa fizians en he sclavour, n’hen dioualle nemeur.

Ar sclavour keaz en em gleo gant c’huec’h christen all, hag e clascont an dro da ober eur c’hoz bagig bennag hag a alfe ho dougen eun nebeut var ar mor. Ne aljont caout na coat, na plench ; gant brouan ha cors ha coz tamou lian coaret e rejont eun doare bag. Mes pe seurt bag ? gant eur vag evelse, ha var eur mor hag a zo peurliessa cass gant he vouagou, ne allent ket, ep eur burzud, ober eun anter leo ep beza lonket. Ha neuze n’o doa, evit eur veach ha ne vouient ket pegeit e padje, a vevans nemet evit daou pe dri dervez. Mad, mont a rejont gouscoude var ar vag paour-ze. ep nadozen-vor, ep gouel, ep stur ; roueou epken o doa evit ren ho bag. An distera sourrat avel, an distera tars a elle ho strinca e gouelet ar mor. Dont a reas avel gre, hag e velent dirazho listri bras broustet, divergnet, bruzunet, hag hi a chome ato var gorre. Credi a ellit an dud keiz a bede calounec Santez Anna. Tremen a rejont daou, tri, pevar dervez, ha ne velent emet ar mor oc’h eonenna. N’o doa mui tam bevans, hag ez eant da vervel gant an naoun. Gouscoude pa na voant ket eat d’ar guelet, ec’h esperent ne vijent ket dilezet gant patronez Breiz-Izel. D’ar pempet dervez, pa gomanse an naoun da gregi enho, e veljont an douar. Edont tost da enez Majork ha da bors-mor Palma. Tud ar gær-ze a deuas a vanden d’ho guelet o touara gant eun hevelep bag, hag oll e velent sclaer n’ho doa gallet chom var an dour gant eur vag evelse, nemet dre eur burzud. Hag evit n’en divije den ebet douet var gementse, ar vagic paour, kerkent ha ma voant eat anezhi, a ieas dioc’htu d’ar gouelet.

Tadou an drugarez eo a zigemeras an dud keiz-ma en ho zi, hag ho lakeas ep dale e stad da vont da drugarecat ho madoberourez. Goudeze e lekejont tenna eus ar mor ar vagig burzudus pehini ne eljont da gaout nemet a damou ; hag e lakejont an tamou-ze en ho ilis evel eun testeni eus a c’hallout hag a vadelez Santez Anna.

————


Pelerinach Pont’n abad.
————

Kement ma a voa er bloas 1634. Eur c’hlenvet stagus a zistruje kær hag a greske bemdez. Ar re binvidic, gant ho aoun, o doa kemeret an teac’h, hag ar re baour, dilezet e creiz ho dienez, a varve evel kellien. An tadou Carmez, deut di da chom eun nebeut a voa, a rea ho oll gallout evit sourcial eus an dud reuzeudic ; mes ar c’hlenvet a zammas ive cals anezo, ha ne jome mui gantho netra da rei. Neuze an tad Priol, pehini a voa bet ive priol e santez Anna, en em vouestlas da vont di e pelerinach en hano he oll vreudeur. Pa voue clevet kementse, oll dud kaer en em vouestlas da vont ive d’he heul ; ha kerkent e c’heanas ar c’hlenvet. Leun a anaoudegez vad e fallas dezo ober ho felerinach dioc’htu ; ha setu ama penaus :

Eur zulvez, mintin mad, e voue canet an oferen en ilis Carmez, hag an oll belerinet a gommunias eno. Eur brezegen a voue great evit deski d’an oll pe seurt sonjou a dlient da gaout o vont da zantez Anna, ha neuze en em lekejont en hent. E penn ar brocession e voa ugent manac’h, hag ar groas en ho raog. Goudeze e teue daou berson mad eus an amezegez, gantho pep a baniel da zantez Anna. Ar voazed a voa renket tri ha tri, hag en ho fenn e voa ar Senechal pehini, evithan da gaout deg vloas ha triugent, a falvezas dezan ober ar veach var droat. Varlerc’h e voa ar merc’hed, renket ive teir ha teir. Mont a rejont da genta da chapel sant Roch, eleac’h ma voat boas da vont en deiz-ze, ha neuze e valejont bete Kemper.

E Kemper edot oc’h ho gortoz, hag e vouent digemeret gant an Aotrou’n Escop hag ar chaloniet, gant an noblans hag ar vourc’hizien. Escop Kemper oa neuze an Aotrou Leprêtre. An tad Priol her pedas da vennigen ar belerinet hag ho fanielou, hag e kemeras tro ac’hano da ober dezo eur brezegen, hag an tad Priol a brezegas dezo ive goudeze. Netra caeroc’h evit guelet Kemperis, da noz, o clasc gouzout piou en devije eur pelerin bennag da loja en he di. Antronoz e tiblasas gantho meur a hini evit mont ive da Zantez Anna. Epad oll ar veach e talc’hjont ar reolen hon eus comzet anezhi, ha ne voue dizurs ebet. Ne eanent, en eur vont, da gana salmou ha da lavaret pedennou pere ho dizenoue. Pa zigouezent gant eur chapel pe eun ilis, e reant eno eun ean evit diskuiza, hag e veze lavaret dezo eur ger mad bennag.

An eil nozvez a dremenjont e Pont-Aven, hag an drede en Hennbont. Erfin antronoz e veljont a bell tour huel Santez Anna. Neuze gant ar brassa laouenidigez e stoujont oll d’an douar evit saludi ar chapel. Ep dale e veljont o tont a ziarben an tadou Carmez a deue da zigemeret ho breudeur ; hag ec’h errujont er chapel eleac’h m’edo ar c’hleier o volea ha tud ar c’harter en em zestumet evit ho receo. Den ne zante mui he skuisder, petra bennag ma voant eat di oll var droat. Daelou a joa a voa e daoulagad an oll, hag an deis varlerc’h hed ha hed a voue a veac’h hir avoalc’h dezo evit contanti ho devosion.

————


Pelerinach Breiz e 1872.
————

Ar re a ioa en em laket e penn ar pelerinach-ze, e Kemper, o doa kemeret calz a boan evit he reiza. En em glevet oant da genta gant ar re o deus da velet var an hent houarn evit caout eun trein da gas 500 pardoner da nebeuta, 800 da hirra. Hogen kement a hanoiou a zo digaset dezho, ma o deus goulennet ha bet eun trein all kement pe vrasoc’h eget ar c’henta, hag er memes amzer Bannalec ha Landerne a c’houlenne ive peb a drein.

Hogen ar re zo e penn an hent houarn n’o deus ket gallet rei ho goulen d’ar re-ma, dre ma voa dija kement a c’hellent da lacat a dreinou var ar linen. Trizek trein braz evit ar bardonerien epken, ep conta an treinou a ia bemdez. An trein kenta gouscoude diblaset euz a Gemper en deus gallet kemeret eur vanden bardonerien e Rosporden, hag an eil trein, eur vanden all e Bannalec. Da beder heur anter e tlie diblas an trein kenta ; hogen daoust d’ar boan a gemeret evit renca an dud, daoust d’an oll da veza sioul ha didrouz, e voa pemb heur nemet kart pa en deus gallet ar c’henta trein mont en hent. Seitek cant den a ra eur bodad brao a dud, ha pa ve red entent outho oll, kementse a c’houlen eur pennad brao a amzer. Treinou pounner a beder pe pemb wagon varnugent ne c’hellont ket ken nebeut mont dre’n hent ker scanv hag eun trein a bemp pe c’hoec’h wagon epken ; evelse eleac’h beza en Alre da eiz heur, e voa tremen nav heur pa’z oar digouezet e gar Alre, hag ar bardonerien laket eno var diou reng evit mont e prosesion d’ar chapel, a zo digouezet e santez Anna var dro unneg heur.

Comzomp brema euz an devosion o deus diskuezet an oll bardonerien epad an dervez-ze, o vont hag o tont, coulz evel pa edont el leac’h santel. Ar re a ioa e penn ar pelerinach o doa laket moulla, hag a roe da bep pardoner, araok diblas, eur pennad scrit eleac’h moa merket ar pedennou a dliet da lavaret hag ar c’hanticou a dliet da gana, en eur vont hag en eur zont ; merket oa petra a dliet da ober e pep gar, ha zoken lod euz ar pedennou hag euz ar c’hanticou-ze a ioa moullet hed-ha-hed. En eur ziblas a Gemper eo bet canet : Santez Anna, pedit evidomp, teir guech, hag ar beden-ze zo bet canet goudeze couls lavaret bep gar, ha dreist oll pa’z oar en em gavet tost da Alre, a vel da iliz santez Anna. Neuze o vont varzu Rosporden eo bet lavaret ar pedennou dioc’h ar mintin, ha goudeze, e peb gar, goude beza saludet santez Anna e canet eur c’hantik ; cantik santez Anna ; Mari mam a esperans ; cantik sant Joseph ; an Ave Maris stella ; ar Magnificat ; neuze diou pe deir dizenez euz ar chapeled, evit gallout lavaret ar Rozera oll en eur ober an dro ; hag ive chapeled santez Anna, o lavaret var bep greunen ; santez Anna, pedit evidomp. Kementse a reat, ne ket epken e pep wagon, mes zoken e pep combot euz ar wagoniou.

Cana a reat ive bep en amzer ar c’hantig da c’houlen pardon : O va Jesus, setu dêut an amzer, gant ar Parce Domine, evit digas sonch da bep hini ez eant da bardona, da c’hotlen pardon evitho ho unan hag evit ho bro. Hogen ar bardonerien a ziskueze avoalc’h edo ar zantimant-ze doun en ho c’halon, rag er pennadou ma na bedet ha na ganet ket, an darn vuia, eleac’h cozeal a velet o finval ho muzellou, o pidi en ho fart ho unan.

E Rosporden hag e Bannalec e tliet kemeret eun nebeut pardonerien. Hogen ne ket ar re a dlie mont en hent epken eo a ioa deut d’ar gar, an diou barrez a ioa deut couls lavaret a bez da reketi beach vad d’ar bardonerien. Er gariou all ive, dre ma zeat, e cavet aleiz a dud hag a ziskueze deomp ar perz a gemerent en eur vad on devoa da vont da velet patronez Breiz-Izel. Eur beden evidomp ! eur beden evidomp ! a lavarent-hi deomp dre ma tremenemp.

E santez Anna, prosesion Kemper en deus bet an digemer ar c’haera. An Aotrou Guyader, euz a C’hourin, mestr muzisian, a ioa var an hent oc’h hor gortos gant eur vanden muzisianed. Lezet en doa an holl brosesionou all evit dont a ziarben da hini Kemper, hag edont abaoue eiz heur var hent Alre, rak sonjal a rea dezho e vijemp digouezet cals kentoc’h. Evelse prosesion Kemper e divije great he antre e santez Anna evel e triomf panefe ma zeus deut glao pa edo tost d’ar Bourk.

Evel ma zeus calz a aoteriou en iliz nevez santez Anna, ar veleien a ioa eat di var iun o deus gallet lavaret an oferen santel ; gouscoude oa ouspen creis-deis pa zeo echuet an oferennou. Dalc’het ez oa zoken eun oferen da lavaret bete goude ar brezegen, hag an oferen-ze a ioa eun heur da nebeuta pa zeo comanset ; kementse evit ar bardonerien n’o devoa ket gallet caout oferen kentoc’h. E guirionez eno ez oa eun ingroez tud ; ne c’hellet ket mont en iliz evel ma caret, ha goude beza eat en ilis ne c’helle ket an oll guelet peleac’h ez oa eur belek bennag oc’h oferenna. Bez’ez oa eno, ouspen ar bardonerien deut dre an hentchou houarn euz a Gemper, a Roazon, a Naonet hag a Bontivy, trizec prosesion deut euz a drizec parrez a escopti Guened, parreziou ar vartolodet o deus roet tro d’ar pardon-ma, ep conta c’hoaz ar bardonerien deut euz ar parreziou divar dro. Aotrou escop Guened en deus lavaret e tlie beza eno var dro daou ugent mil pardoner, ha clevet em euz e voa bet eno vardro pemp mil gommunion ha tregont en dervez-ze (35,000).

Unneg heur anter e c’helle beza pa zeo eat ar brosesion er meaz euz an iliz evit mont d’ar Scalier Santel, Scala Sancta. Ar scalier-ze a zo chenchet plas dezhi abaoue m’eo savet an iliz nevez. Caset eo eur pennad ac’hano, mes ato dirag an iliz, ha savet e creiz eur pez douar a reat anezhan Park-ar-Spernen, hag ar park-ze, savet moger en dro dezhan, a zo deut brema da veza eun dachen hag a zo frankis ganthi. Eno en em vodas neuze ar bardonerien evit clevet ar brezegen ; hogen daoust d’an dachen da veza frank, ne c’helle nemet eul loden anezho tostaat.

Ar prosesion, evit beza n’e devoa ket pell da vont, a zo bet eur pennad mad o vont euz an ilis d’ar scalier santel, rak bez’e voa da renca en he fenn, ouspen ar vartoloded gant ho zaolen, an oll banielou ha gitoniou deut di euz a n’ous pet leac’h. Varlerc’h e teue ar veleien hag an Eskibien. Bez’e voa Aotrou Arc’hescop Roazon, Aotrou Eskop Naoned, Aotrou Eskop Kemper hag Aotrou Escop Guened. Da lavaret eo oll eskibien Breiz nemet Aotrou Escop Sant Briec, pehini a vije bet ive a dra zur ma vjje bet iac’h.

Ar brezegen zo bet great gant an Aotrou Fournier, Escop Naonet. Aotrou Escop Naonet zo eun den helavar hag eur prezeger distagel ; hogen eno en doa cavet eur bobl tud hag o doa discouarn evit silaou ha calon evit saouri he gomzou. Ne vez ket roet alies d’an den var an douar euz ar momentchou dudius-ze e pere e santer an oll galonou tomet hag entanet gant carantez Doue, o santout an izom da ziskuez dirag an oll ho zantimanchou a feiz hag a relijion. Goude ma en devoa ar prezeger lavaret eur ger bennak divar benn ar pardon ma edot enhan, divarbenn feiz ha devosion ar vretoned, o veza deut d’ho alia da genderc’hel, da c’houlen hag hi a zalc’hche ato mad d’ho feiz, an daouarn a zo savet en ear, hag eur griaden a zo deut euz a galon hag euz a c’hinou an oll : ato ! — Ha kementse daoust petra a oufe da zigouezout ? — ato ! ato ! — Ha kementse brema pa rer eur brezel ker cris d’ar feiz, d’an ilis, d’ar relijion ; brema pa ne d’eo mui eur virionez epken eo a glasker da nac’h evel zo bet great meur a vech, mes ma clasker nac’h an oll guirionezou, ha disc’hrizienna var neat ar feiz euz a douez an oll ? - ato ! ato ! — Ha bourk santez Anna a dregarne gant mouez ar bardonerien. Hag an daelou a zirede puil euz a zaoulagad an oll, rak ne gredan ket e vije eno calon ebet ha ne vije tenereet. Ar vartolodet-ze ken dizaoun var dachen ar vrezel, a velet ar pezennou daelou o tiredet hed ho divoc’h, couls hag an oll bardonerien all.

Biscoaz act a feiz ne voa bet great c’hoecoc’h na solanoc’h. Rag an dra-ma a c’hellomp da henvel eun act a feiz, great a zevri ha ne ket divar beg an teod. Ar c’hri-ze a zave anezhan he unan euz a vouelet ar galon. Breiz-Izel a bez eo a gomze eno dre c’hinou ar bardonerien, rak bez’ez oa eno tud a bep corn anezhi. Mar doa eno eun den difeis bennag, hag e zoa credabl, unan bennak digaset di evit spia ha guelet petra a c’hell da ober christenien vad, bretoned, en em zestumet en eul leac’h santel evit pardona ; an dud difeiz-ze a dle beza scrignet ho dent ; ho zeod avad a vezo chomet ep finval ; n’edo ket ar mare evithan da vont en dro. Guelet o deus, mar greont-hi avechou leou milliget, en denvalijen, en ho assambleou cuz, ar gristenien, pa o deuz eul le da ober, her gra e creiz an deiz, oc’h sclerijen an heol, dirag an oll, ha gouzout a reont e talc’h ar gristenien vad guelloc’h d’ho le evit na reont-hi. An act a feiz-ze, ar vouez-ze euz a bardonerien Breiz, a dle beza savet beteg an Env, hag a dle, ep mar, beza plijet da Zantez Anna o velet he bretoned vad o choaz he chapel evit rei dirag ar bed oll eur merk a feiz euz ar vent-ze.

An nemorant euz a brezegen aotrou Escop Naoned, a zo bet trouc’het gant ar c’hri : ato ! ato ! bevech ma cave ar bardonerien tro d’hen lavaret.

Goude ar brezegen-ze, aotrou Escop Guened en deus kemeret ar gomz evit lavaret ez ea da rei ar venediction en hano ar Pap. Kemeret en deus da destou an oll bardonerien ne voa eno hano ebet euz ar pez a c’halver politik, da lavaret eo, den ne zonje eno da veuli na da vlam gouarnamant ebet. Hag e guirionez ne ket traou evelse eo a ioa e sonch ar bardonerien. Pephini anezho en doa he vennad da c’houlen, hag her goulenne calonek. Da bardona oant eat, ha pardon a c’houlennent en ho hano ho unan, en hano Breiz, en hano ar Frans.

Lavaret en deus goudeze e voa hon Tad Santel unanet gant pardonerien Santez Anna. Evithan da veza prizonier er Vatican, e voa asperet en ho zouez, hag ez eant da gaout he vennoz, gant induljans leun evit ar bardonerien, evel pa vije bet he unan oc’h he rei Neuze e tirollaz an daelou hag ar c’hri : Bevet an Tad Santel ar Pap ! bevet an ilis santel ! bevet ar relijion ! bevet Jesus-Christ ! ar Verc’hez santel ! santez Anna ! Bevet ar feiz, ato ! ato ! bevet ar Frans ! Ne c’hellan ket merca oll kement cri zo bet losket ; re hir e ve va fennad scrit.

Aotrou Escop Guened en deus lavaret c’hoaz en doa scrifet d’an deputeet christen a Vreiz evit rei dezho da c’houzout e tlie beza pardon e Santez Anna d’an 8 a vis kerzu. Respontet o deuz e kemerent oll perz enhan, hag evit hen diskuez o deus digaset eur baniel en ho hano. Dioc’h ma’m eus clevet ar jeneral Sonis hag an Amiral euz a Loriant a ioa eno.

Goude aotrou Escop Guened en deus roet ar venediction abostolig en hano ar Pap. Evelse eo echuet ar penn dervez-ze en devezo great kement a vad da galon an oll bardonerien. Hag evel pa vije falvezet da Zantez Anna na vije amzer vad nemet evit an ofis epken, kerkent ha ma voa echu, e teuas glao, ar pez a viras na c’heljot distrei e prosesion da Alre evel ma voa sonch, ha ma vouet glibiet eun nebeut o tont di hag o c’hortos mont er woagoniou.

Hogen ar pardon a ioa great ep darvout, ep an distera trous na freuz, hag an oll a zistroe d’ar gær leun a laouenidigez. Euz a Alre da Gemper, ar pedennou zo bet great hag ar c’hanticou canet tost da vad evel en eur vont.

En distro, dre gement gar ma tremenemp, e velemp hid a vandennou deut evel evit goulen lod euz ar grasou on doa bet digant patronez Breiz-Izel. E Kemper dreist oll e voat souezet o velet an ingroez tud a ioa en em zestumet var dro ar gar. Lavaret a rajet e voa deut kær oll a ziarben d’ar bardonerien, ne ket evit ho goapaat pe ober hu varnezho, mes gant mall ho guelet, evel pa vijent bet pell amzer er meaz euz ar gear, evel pa o divije prez da glevet gantho hag hi o devoa bet ho mennad digant Santez Anna.

Hogen an dervez-ze a vezo, ep mar, hano anezhan dre Vreiz-Izel, ha bez’e vezo bet ive, a c’hellomp esperout, evit hor bro hag ar Frans oll, eun dervez a c’hras hag a vennoz. Mar teuer da goll ar feiz oc’h henti tud dizoue, ar guel euz ar re o deuz feiz cre a dle ive dihuna ar feiz-ze er c’halonou eleac’h ma zeo toc’hor, ha cridi a ran, mar doa e Santez Anna tud a nebeut a feiz, ar guel euz a gement a bardonerien caloneg, ar guel euz a gement a zo tremenet eno a dlie beza avoalc’h evit ho distrei oc’h Doue, ha digeri ho daoulagad d’ar sclerijen.

————


Unan a brezegennou ar Pap Pii IX.
————

Setu ama eur pennad prezegen great gant hon Tad Santel da dud teir barrez euz a gær da bere e roe digemer. Vardro daou vil pemp cant den a ioa anezho. « Euz an teir barrez a velan ama hirio oc’h ober eur gurunen ker caer ha ker skeduz en dro din, ez euz unan hag oun bet guechall o chom enhi, en eur gouent, e kichen person ar barrez. Abaoue ez eus pell, tremen antercant vloas. Sonch mad am euz ez eus c’huec’h vloaz hag antercant abaoue, hogen ar zonch-ze a ra ato plijadur din......

« Ne dremen ket eun dervez, eun heur zoken, na deo red ato brezelecat evit difen guiriou al lealdet hag ar virionez. Bep momet ema dirazomp ar re voasa a enebourien an dud ; birvi a reont o clask difen ho guiriou fauz hag o clask ho lacat da c’hounit dre ners, dre drubarderez ha dre finesse. An enebourien vras-ze, her gouzout a rit, eo an drouk-speret, ar bed hag ar c’hig ; ar c’hig a daol ar vreinadurez e kement a lec’hiou euz an douar dre he visou hag he voal dechou, hag en em scuil evel eun anvoezen contamet, en hevelep doare ma tleomp caout aoun na glefemp adarre Doue o lavaret : Va speret ne jomo mui gant an den, pe da viana a lavarin, gant calz a dud, rak ma zint deut da veza preiz ar c’hik.

« Da zicour ar c’hig e teu ar bed pehini ne gaf ket dezhan en defe c’hoaz he voalc’h euz a gement a velomp, nag euz a gement a ra ar re o deuz ar c’hallout da ober labour Satan, hag a his anezho da vont ato var araok. Ia, kement a zo great ne d’eo ket avoalc’h evithan. Red eo bale c’hoas larcoc’h en hent an dud difeiz. Red eo en em gemeret oc’h ar c’hredennou ar re zantela, oc’h ar relijion, oc’h ar feiz, ha kementse n’eus fors penaus, pe oc’h ober fae var an traou sacr, pe o tigeri scoliou difeiz evit contami ar iaouankis. En eur ger, en em hisa a reont da zancla dounoc’h c’hoaz er fallagriez, evel pa n’o defe ket a vrema great avoalc’h ha re !

« Erfin lavaret a rafet e teu an drouk-speret da hisa c’hoas muioc’h ar c’hig hag ar bed. Caout a ra din guelet o tigouezout adarre en hon amzer ar pez a zigouezas, brema ez eus meur a gant vloas, gant an den santel Job. En amzer-ze, an droug-speret a iea hag a zeue digabest dre ar bed. Doue a c’houlen diganthan petra en deus great hag a beleac’h e teu. Great êm euz eur bale tro var dro d’an douar, eme Satan.

— Ha ne c’heus ket guelet, eme Zoue, va zervicher Job, an den just, aketus d’he zever ha leun a garantez evid hon ?

— Daoust hag evit netra, eme an drouk-speret gant he vouez a ifern, e servich Job ac’hanoc’h ? Carget oc’h euz anezhan a vadou ha roet dezhan cals bugale. Lamit an dra-ze diganthan, hag e velot pegement ho caro !

« Doue a ro da Zatan an otre da lamet digant Job he vugale hag he zanvez. He vugale zo flastret dindan an ti pilet varnezho ; he oll loenet a ia gant al laer.

« Job zo deut paour, mes chom a ra fidel. An drouk-speret a deu eun eil guech.

— Caer ac’h eus bet, eme Zoue, Job a zo ato just, hag a gendalc’h d’am servicha.

— Croc’hen evit croc’hen, eme Satan. Va list d’her skei hag e velot.

« Satan en devoue an otre, ha gouzout a rit e pe stad e lakeaz an den santel pehini gouscoude a zalc’has mad da Zoue.

« Pe me en em drompl, va bugale ger, pe an drouk-speret en deuz hirio ar memes frankis da redek dre ar bed ha d’en em gemeret oc’h an oll eneou. (Ama ar re a zilaoue ar Pap a ziskuezas beza strafuillet).

« Doue a c’helfe beza lavaret d’an drouk-speret : A beleac’h e teuez-te ? Da beleac’h e zez ? — Great em euz an dro d’an douar, eme Satan. — Doue a c’hell beza lavaret dezhan dija : Neuze e c’heus guelet ken aliez a vanden catoliked, kement a romaned vad, ken aliez a ene dibab hag a gar ar vertuz, ar feiz hag ar relijion, ha kementse dre an douar oll, en Itali, en Europ hag e leac’h all ? Hogen mar ec’h euz ho guelet, e c’houzout ive, daoust dezho da veza mac’het, dismeganset, flastret, e kendalc’hont d’am douja ha d’am c’haret, e kendalc’hont da zarempret an ilizou, ha d’am fidi, dirag an aoteriou, da zevel va dorn ha da zont d’ho zicour, evit ma c’hellint erfin en em gaout dizafar hag e peoc’h,

Mad, p’eo guir goude kement a drubuillou, Doue a deuas da zonch dezhan euz a Job, hag a rentas dezhan kement en doa collet ha muioc’h c’hoas ; p’eo guir Job a voue perc’hen adarre d’he zouarou hag a deuas da veza ar c’hef euz eul lignez caer ha niverus ; p’eo guir e varvaz e peoc’h ha carget a vennoziou ; oh ! plijet gant Doue e teufe hon reuziou da echui ive evelse, ma velfemp justis Doue abaskeat, ar peoc’h digaset deomp en hevelep doare ma c’hello ar beleg, an den Doue, an den a urs, tremen dre ruiou kær benn ar gatoliked ep clevet cana pouil dezhan hag he c’hourdrouz euz ar maro. Setu ar pez a garfen da velet.

« Daoust petra a vezo, gouzout a reomp en deus lavaret Doue e talc’h en he zorn an nizerez evit dispartia ar plous dioc’h ar greun mad : hag evelse e vezo guelet an dervez e pehini an dud difeiz a ra ho fouge da veva ep Doue, a vezo laket e mesk ar plous, ne ket evit beza luduet gant an tan, mes evit devi epad an eternite. Ia dont a rai an deiz-ze, ha neuze Doue a c’halvo an eneou choazet, ha reketi a ran e veac’h oll en ho zouez, evit ho lacat en he c’hrignolou, da lavaret eo evit ho c’has d’an env d’he veuli epad an eternite.

« Goulen a ran ar genta euz an diou c’hras-ze, mes muioc’h e c’houlennan c’hoaz an eil, abalamour ma zeo suroc’h, caeroc’h, padusoc’h dre ma ro ar guir da c’hellout meuli Doue ep eana mui.

« Ia, o va Doue, hounnez eo ar beden a ra ouzoc’h ho vikel var an douar ; troit ho sell varzu ar bobl paour-ma. C’hui oc’h eus plantet ar vinien ma, hag oc’h eus-hi trempet gant ho coad prisius. Digaset oc’h eus da Rom Sant Per ho kenta vikel ; hag ama, e Rom, eo en deus Sant Per echuet he verzerinti evit starda ar feiz en doa prezeget. Va Doue ! bizitit eta ho kuinien ; sellit outhi, guelit he zrubuillou, ha savit ho preac’h evit he bennigen.

« Bennigit an dud iaouang evit na vezint ket taget gant ar vreinadurez. Bennigit an tadou evit ma raint ho gallout da zevel mad ho bugale. Bennigit ar mamou, ma o devezo eur gonsolasion bennag en ho anken. Bennigit ar bobl-ma oll, ar re zo ama hag ar re n’emaint ket, ha grit ma vezint oll din eun deis da gana ho meuleudiou epad an eternite er barados. »

————


Loiza Lateau
————

Setu ama eur ger bennak divar benn eur plac’h iaouang euz ar Beljik, hanvet Loiza Lateau, a ia bep guener er meaz anezhi he unan hag a zoug ar mercou a c’houliou hor Zalver.

Setu ama eur pennad euz eul lizer scrifet gant eun Tad Cabusin a zo bet oc’h he guelet. An tad ne ra nemet merca comzou ar medesin a vez var he zro.

« Da uneg heur anter, eme an Tad Cabusin, e c’hellis mont en he c’hamprig a zo henvel oc’h lochen eur manac’h. Azezet oa en eur c’horn, e kichen he guele, he daouarn goloet gant eun tam lian a ioa treuzet a dachadou gant ar goad.

« Respont a reas gant ar brasa dousder hag humilite da gement a c’houlenniz outhi. Clevet em eus ganthi ne devoa ket cousket abaoue an tregont a viz ebrel (an dra-ma a voa d’an derveziou diveza a vis guengolo), hag abaoue ken nebeut ne devoa kemeret ken magadurez nemet ar gommunion santel. Diskuez a ra din gouliou he daouarn a ioa rus gant ar goad ; a bell e ve lavaret e ve bet treuzet he daou zorn gant diou voulet.

« Ar goad, eme ar medesin, a gomans da redek d’an noz etre ar iaou hag ar guener, peur liesa etre anternoz hag eun heur. Ar gouliou ne voadont ket oll var eun dro. Peurvuia ar c’hostez eo a voad da genta, ha goudeze an daouarn, an treid, hag ive an tal, rag dougen a ra ive mercou ar gurunen spern. He bleo zo stag oc’h stak gant ar goad ; var he zal ez euz, a dro e tro, roud pevarzek pe bemzek drean spern, ha pephini euz ar roudou-ze a daol goad.

« Kenta ma comansas goada, oue d’ar guener 24 ebrel 1868. En dervez-ze ne voadas nemet he c’hostez cleiz. D’ar guener varlerc’h, ouspen ar c’hostez cleiz, he zreid ive a dolas goad. D’an trede guener e voue tro an daouarn, hag erfin d’ar pevare e voadaz ive he zal, evel pa vije bet sanclet ar gurunen spern en he fenn. Abaoue e veler ar hurzud-ze bep guener ; ne deo manket nemet eur vech pe ziou. Ervez ar vedesinet, Loiza a dle coll evelse pouez eun anter lur c’hoad bep guener. Petra bennak ma tle coll he ners gant he goad, petra bennak n’e deus debret esken abaoue c’huec’h mis, Loiza zo ruz he fenn hag e deuz ar c’houbari da veza iac’h pesk.

« Loiza Lateau, ouspen an henor e deus da zougen ar mercou a basion hor Zalver, a dremen c’hoas, bep guener, eul loden vraz euz an deiz er meaz anezhi he unan. C’hoant am oa, eme ar C’habusin, d’he guelet er stad-ze, hag he guelet a riz. Hogen n’edon ket va unan ; bez’ez oa eno eur vanden vad a dud, hag en ho zouez eun escop euz an Irland, ha meur a itron vraz a Frans hag a Vrozaos. Edo eat er meaz anezhi he unan pa zigoueziz, ha setu ama petra a lavar ar medesin var gementse :

« Loiza a jom azezet epad eul loden vad euz an amzer a dremen er stad-ze. He c’horf a zo eun tamik pleget var an araog, ha ne harp nemet oc’h bord ar gador. He daouarn leun c’hoad a zalc’h var he daoulin, lian en dro dezho. He malvennou zo discourbellet, ha ne finvont ket ; he daoulagad a zao d’an eac’h hag eun tamig a zeou. Goubari e deus da evesaat mad oc’h eun dra bennak ; lavaret a rafet e vel eun dra bennag euz a bell.

« Chench a ra doare bep en amzer. Avechou e teu laouen ; he daoulagad zo gleb, anter-zigeri a ra he ginou hag eur musc’hoars laouen a bar var he muzellou. Avechou he malvennou a goez, hag a c’holo he lagad, daelou a ziver hed he divoc’h, hag he bizach a deu da stena. Avechou e teu drouk-livet ; lavaret a rafet e ve strafuillet oll hag e defe c’hoant da grial ep gallout ober.

« Avechou e tro he c’horf evel pa en defe c’hoant he zell da heuilla eun dra bennag a ra an dro dezhi. Guechou all e sao, e ra eur gamed bennag, e sao var beg he zreid evel pa ve o clask nijal kuit. Neuze e sao he daouarn, e veler he muzellou o finval, hag e venn he halan mancout dezhi ; he daoulagad a verv, hag he bizach a deu da veza evel sclerijennet hag euz eur genet dispar. Sonjit neuze e veler ar mercou a c’houliou hor Zalver ; var he zal eur gurunen a c’hoad o tisken a roudennou hir var he gouzoug hag he divoc’h, he daouarnigou guenn gouliet en ho c’hreiz hag ar goad o tont anezho evel bannou euz an heol, sonjit e kementse hag ec’h anzavot ez eo eun dra burzudus da velet, ha ne ket souez e ve estlamet kement hini her guel.

« Aliez, vardro eun heur anter, Loiza a goez var he daoulin, he daouarn pok ha pok, he c’horf pleget var an araok ; neuze e deuz ar c’houbari da zonjal c’hoas muioc’h a zevri. Chom a ra evelse vardro eun anter heur ; neuze e sao, hag ec’h azez adarre. Vardro div heur e sao a nebeudou, ha neuze en eun taol e coez d’an douar, var he ginou. Astennet evelse var an douar, ha gourvezet var he feultrin, e laca he fenn var he breac’h cleiz. He divesker a zo astennet reud, he daoulagad serret, he ginou anter zigor.... Da deir heur e ra evel eur scrijaden ; he divrec’h en em asten evel pa ve var ar groaz, hag he daou droad en em laca an eil var egile evel pa dlefent beza staget gant eun tach epken.

« Neuze ar plac’h kez a zo ien sclas, ha ne ra van n’eus fors petra a rafet dezhi. Lavaret e ve o vont da vervel evel hor Zalver var ar groas. Bez’e c’heller gouscoude he lacat da finval, o lavaret a vouez huel eur beden bennak dirazhi. Kerkent e sao var he daoulin, hag he bizach a ziskuez laouenidigez pe dristidigez, esperans pe encrez ervez ar c’homzou a leverer, n’eus fors e pe iez e vent lavaret. Pedi a rejomp e meur a iez, hag e tiskueze ato hor c’hompren. Epad ma lavaremp ar chapeled, bevech ma teue ar c’homzou-ma : Santez Mari, mam da Zoue, he bizach a deue laouen, he ginou a c’hourzigore, hag eur musc’hoars dudiuz a velet var he muzellou. Pa lakeamp dezhi etre he daouarn eun dra noa ket benniget, hen leze da goeza ; pa lakeamp dezhi avad eun dra benniget, e talc’he mad dezhan.

« Pa voa eat an dud kuit, ha ne voa eno nemet an tad Seraphin ha me, e liviris dezhi, epad ma edo c’hoas stouet var an douar : « Trugarez evit an Tad Santel ar Pap ! » Kerkent e sao he fenn hag he gueler o pidi eur pennadik. Neuze e coez adarre. Lavaret a riz eun eil guech : « Trugarez evit ar bec’herien baour ! » Sevel a reaz eun eil guech ive hag e pedaz eur pennadig all. Eun trede guech e liviris : « Trugarez evit eneou ar pugator ! » hag e reaz ar memes tra.

« Var ar pez a vercan ama, eme an Tad Cabusin, sonjit ar pez a gerot. Hogen guir eo, hag her guelet em eus.

« An Tad Seraphin a lavaras din neuze ez euz e kær Oria, e rouantelez Napl, eur vaouez all hag a zoug ive ar mercou a c’houliou hor Zalver. Ar vaouez-ze zo ganet er bloas 1825, hag a zo hanvet Palma. Eun intanvez eo, a ren eur vuez santel, hag a zo ar zell varnezhi ugent vloaz zo. Anaout a ra dre revelasion ha discleria a ra d’he c’honfessour kement a zigouez gant Loiza Lateau. He gouliou burzudus n’int ket henvel oc’h re houma. Avechou pep berad goad, o coeza var eun tam lian, a gemer imach eun dra sacr ; avechou all e tevont evel an tan. Guelet em euz eun tam mezer var behini pep berad goad a verke eur golonen, hag eun all a ioa evel pa vije toullet gant eun houarn ruz.

« Setu ama eur pennad lizer divar he fenn :

« Palma a anavez, ne ket epken Loiza Lateau, mes c’hoas meur a ene-all dibab skignet gant Doue ama hag ahont evel ar stered var an oabl. Dreizho en deus sonch da nevezi an Europ paour distrujet gant an dud dizoue, digas adarre feiz enhi, ha diskuez splam ar virionez euz a bassion Jesus-Christ o deus bet Renan hag he genseurt an divezoni da lavaret n’oa ket Doue !…

« Ar re a zo bet carget da ober eun enclask evit gouzout ha guir oa e touge ar mercou a c’houliou hor Zalver, o deuz he bourrevet scrijus. Sanclet o deus bete’n ascorn en he daouarn eun nadoz hir ; devet o douz he izili hag he leziou dezhi gant lanvennou ruziet en tan, touilet o deuz he biziet etre ar c’hig hag an ivinou. Evithi da veza bourrevet evelse ne deus great van, hag oll int coatragn da anzao e voa guir ar pez a lavaret anezhi, mes ne c’hellent ket lavaret penauz e tigoeze eun dra evelse. »

Palma e deus resevet ar mercou a bassion hor Zalver er bloaz 1857, Loiza Dateau e 1868, Mari Mœrl e 1834, Catell Emmeriche 1812. E pep amzer Jesus en deus roet ar mercou-ze euz he c’houliou da eun ene santel bennak. Eur scrifagner en deuz hanvet pemp ha tregont hag o devoa bet ar c’hras-ze ; hogen bez’ez eus cals muioc’h. En hon amzer e velomp kementse stancoc’h eget biscoas. Doue a deu d’en em ziskuez dre an traou burzudus evit rei kentel d’an dud difeiz, hag evit rei courach d’ar re vad da stourm oc’h speret an droug a ra hirio kement a zistruch. »

————



EIL KEVREN


PE EIL DARN


Istoriou, ha Kenteliou Skuerius.


EIL KEVREN


Historiou, ha Kenteliou Skueriuz.


————


Barnedigez ha Merzerenti Sant Tarac,
Sant Prob ha Sant Andronic.


En amzer ar verzerien, er penn kenta euz an Iliz, pa veze caset ar gristenien dirag ar varnerien, e veze great goulennou outho, ha neuze e veze eno notered pe scrifagnerien hag a lakea dre scrit ar goulennou-ze hag ar responchou a rea ar verzerien. Ar gristenien a glaske caout ar paperiou-ze evit ho miret, hag en em greaat ho unan oc’h ho lenn. Kementse a c’halvet Actou ar verzerien, hag avechou ar gristenien a bae ker ar scrifagnerien evit caout digantho an actou-ze pe eur c’hopi difazi anezho.

Hogen gant an amzer ar scridou-ze zo bet collet pe berreat calz anezho. Nebeut a zo deut beteg enhomp en ho fez. Actou an tri zant-ma a zo unan euz ar re zo deut beteg hon amzer evel ma voant bet scrifet deiz ho barnedigez ; setu perag e sonjan ho lacat e brezoneg. E Buez ar Zænt a zo etre daouarn an dud divar ar meaz, e veler ive, evit guir, e buez hiniennou euz ar verzerien, unan bennag euz ar goulennou great outho ; mes ne deus nemet eur gerig en eur dremen. Ama avad e velint eur varnedigez penn da benn. Deski a raint pebez stourmad o devoue lod euz ar gristenien calonek-ze da zouten araok beza laket d’ar maro.

An tri zant-ma a rentas gloar d’an hano a Zoue hag a c’hounezaz ar gurunen epad ma edo Dioclesian o persecuti ar gristenien. Ho merzerinti, ervez a greder, a zigouezaz er bloas 304, en amzer ma reat muia brezel d’an hano christen.

An teir loden genta euz a actou ar zænt-ma a voue scrifet e Tars, e Mopsuest, e Anazarb, keriou euz ar Silisi eleac’h ma voue barnet hor merzerien. Tennet int divar gaierou al lez-varn ; ar gristenien ho frenas daou c’hant diner digant an Notered. Ar bederved loden zo bet scrifet gant tri gristen hanvet Marc, Felix ha Verus. Ho unan o doa guelet ar pez a scrifent, ha samma a rejont dre gus corfou ar verzerien santel evit ho bezia, hag ho zonch oa chom da echui ho buez el leac’h ma o devoa gorroet an tenzor presius-ze, ha goulen ma vijent beziet ho unan er memes leac’h pa deuje Doue d’ho gervel.

Tarac, Prob hag Andronic ne voant nag euz ar memez oad nag euz ar memes bro. Tarac a ioa he dud euz a Rom, evithan da veza ganet en Isauri. Bet oa en armeou an impalaer, mes en era dennet oa ac’hano gant aoun na vije great dezhan ober eun dra bennag a enep he goustians. Pa voue croget enhan en doa pemp bloaz ha triugent.

Prob a ioa ginnidig a Bamfili. Dilezet en doa madou braz, evit gallout servicha Jesus-Christ distak dioc’h pep tra. Andronic, ar iaouanca anezho ho zri, a ioa he dud etouez ar re genta euz a gær Efez. Ho zri e vouent prizoniet e Pompeïopolis, ha caset dirag ar gouarner Numerien Maxim, pa en em gavaz er gær-ze. Ar gouarner a c’hourc’hemennaz ho c’has da Dars, da belec’h e tlie mont he unan.

Pa zigouezaz e Tars, ar c’hantdener Demetrius a gasaz an tri gristen dirazhan, en eur lavaret e voa ar re-ze ar re en doa guelet dija e Pompeïpolis, hag a ioa tamallet da heuilla relijion fall ar gristenien, ha da vancout da zenti oc’h an impalaeret.

Maxim a gomzas da genta oc’h Tarac hag a c’houlennaz outhan he hano.

— Christen oun, eme ar merzer.

Maxim. — Na goms ket din eus da relijion dizuch, mes lavar din da hano.

Tarac. — Christen oun.

Maxim. — Scoit ganthan var he c’hinou, evit deski dezhan ne responto ket eun dra eleac’h eun all.

Tarac goude beza bet eur javedad : Va guir hano eo a lavaran deoc’h. Mar fell deoc’h gouzout an hini am eus bet digant va c’herent, eo Tarac a rer ac’hanon ; pa edon dindan an armou, em galvet Victor.

Maxim. — Pe seurt micher ac’h euz ; a be vro out ?

Tarac. — Va c’herent zo romaned ; mes ganet oun e Claudiopolis, en Isauri, Soudard oan dre vicher, mes dilezet em euz ar vicher evit miret va relijion.

Maxim. — N’oas ket din da veza soudard abalamour d’as relijion fall ; mes penaoz ec’h eus-te kuiteet an arme ?

Tarac. — Goulennet em eus va discark digant Publion va c’habiten, hag en deuz he roet din.

Maxim. — Er guel eus da vleo guenn me rai dit caout grad vad ha mignoniach an impalaer, mar kerez senti oc’h he c’hourc’hemennou. Deus da sacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ho unan.

Tarac. — An impalaered a zo tromplet gant an drouksperejou, pa gemeront perz e sacrifisou evelse.

Maxim. — Torrit dezhan he javedou evit beza lavaret ez eo tromplet an impalaered.

Tarac. — Ia, hel lavaret a ran c’hoas, tud int, hag evel tud ez int tromplet.

Maxim. — Deus da sacrifia dan Doueou, ha les da follentez.

Tarac. — Ne c’hellan ket trei kein da lezen Doue.

Maxim. — N’eus ken lezen, reuzeudik zo ac’hanout, nemet an hini a heuillomp-ni.

Tarac. — Eun all a zo, ha c’hui he zor oc’h adori labour ho taouarn, skeudennou coad ha mein.

Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit cas he follentez diouthan.

Tarac. — Ar pez a c’halvit follentez eo silvidigez va ene, ha biken n’he dilezin.

Maxim. — Me rai dit he dilezel brao, me as contragno da veza fur.

Tarac. — Grit a gerot gant va c’horf ; ema etre ho taouarn.

Maxim. — Diviskit-hen, ha scoit varnhan gant guial !

Tarac, epad, ma her scoet. — Brema em rentit e guirionez fur. An taoliou a lakit da rei din a ro din ners ; creski a reont va fizians e Doue hag e Jesus-Christ.

Maxim. — Penauz e c’hellez-te nac’he ve Doueou, p’eo guir e leverez da unan e servichez daou Zoue ? Ha ne c’heus-te ket roet an hano a Zoue da unan bennag hag a c’halvez Christ ?

Tarac. — Ia, rag hennez eo map an Doue beo, esperans ar gristenien, silvidigez kement hini a c’houzanv dre garantez evithan.

Maxim. — Les an diotach-ze ha deus da sacrifia.

Tarac. — Ne d’oun ket ar pez a zonjit. Pemp bloaz ha triugent am eus ; savet oun bet er virionez, ha ne c’hellan ket trei kein dezhi.

Ar c’hantdener Demetrius, oc’h ober neus da gaout truez oc’h merzer, a lavaras :

— Truez am euz ouzit ; heuil va ali ha savete da vuez en eur sacrifia.

Tarac. — Dalc’h da ali evidout da unan, ministr Satan.

Maxim. — Liamit anezhan gant chadennou teo, ha casit-hen d’ar prison.

Ar c’hantdener a zigasaz an eil cosa euz an tri merzer, ha Maxim a choulennaz outhan :

— Pe hano ac’h eus ?

Prob. — Va c’henta, va henorapla hano eo Christen, mes er bed em galver Prob.

Maxim. — A be vro out ? a be lignez ?

Prob. — Va zad a ioa euz an Thras, euz a douez ar bobl oun savet ; ganet oun e Sid, e Pamphili, hag ec’h heuillan al lezen gristen.

Maxim. — Da hano ne dalvezo dit da netra. Cred ac’hanon, deus da sacrifia d’an Doueou, hag e pezo va mignoniach ha grad vad an impalaered.

Prob. — Kementse oll ne dal ket dinme eur billen. Me am oa danvez a zoare hag am euz ho dilezet evit servicha an Doue beo, dre Jesus-Christ.

Maxim. — Tennit he zillad diganthan ; lakit dezhan eur c’houriz ; astennit-hen ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.

Epad ma scoet evelse var ar merzer, ar c’hantener Demetrius a lavaras dehan :

— Bez truez ouzit da unan, va mignon ; guel an douar goloet gant da c’hoad.

Prob. — Grit ar pez a gerot eus va c’horf ; ho tourmanchou a zo evidonme eul louzou a c’hoez mad an dudiusa.

Maxim. — N’euz louzou ebet eta oc’h da follentez ? Petra a c’hellez-te da esperout ?

Prob. — Furoc’h oun egedoc’h-hu, rak ne adoran ket au drouk-sperejou.

Maxim. — Troit anezhan, ha scoit ganthan var he gof.

Prob. — Aotrou, va Doue, sicourit ho servicher.

Maxim. — Goulennit diganthan, epad ma her scoit, peleac’h ema he zifennour ?

Prob. — Va difen a ra, hag e raio ; ha ken nebeut a fors a ran euz ho tourmanchou, ma na rin biken ar pez a c’houlennit.

Maxim. — Guel, reuzeudik, da gorf dispennet, hag an douar goloet oll gant da c’hoad.

Prob. — Seulvui e c’houzanv va c’horf evit Jesus-Christ, seul vui e teu nerz ha buez em ene.

Maxim. — Chadennit dezhan he dreid hag he zaouarn ; lakit-hen er c’hefiou ha grit d’he zivesker rampla beteg ar pevare toull, ha na lezit den da vont da louzaoui he c’houliou.

Pa voue digaset an trede euz ar verzerien santel dirag ar barner, Maxim a lavaras dezhan :

— Pe hano ac’h eus ?

Andronic. — Va guir hano eo christen, hag an hini oar boas da rei din etouez an dud eo Andronic.

Maxim. — A be lignez out ?

Andronic. — Va zad a zo unan euz ar re genta e kær Efez.

Maxim. — Ador an Doueou, ha sent oc’h an impalaered a zo hon tadou hag hor mistri.

Andronic. — An drouk-speret eo ho tad, pa rit he oberou.

Maxim. — Den iaouang, ober a rez da botr mad ; ha gout a rez-te em eus tourmanchou e pourchas ?

Andronic. — Me a zo e pourchas evit kement a c’hell digouezout ganhen.

Maxim. — Diviskit-hen, lakit dezhan eur c’houriz, hag astennit anezhan var ar marc’h-coat.

Neuze ar c’hantener Demetriuz a lavaras d’ar merzer :

— Sent, va mignon, abars ma vo dispennet da gorf.

Andronic. — Guell eo ganhen guelet va c’horf a damou, eget coll va ene.

Maxim. — Deus da sacrifia, pe me da gondaono da eur maro cris.

Andronic. — N’em eus ket sacrifiet d’an drouk-sperejou, zoken em bugaleach, ha n’en em lakin ket hirio d’hen ober.

Athanaas, ofiser euz an arme, a lavar da Andronic :

— Me zo coz avoalc’h evit beza da dad, hag am eus guir da rei aliou dit: Sent oc’h ar gouarner.

Andronic. — Eun ali caer a roit din ! Sacrifia d’an drouk-sperejou !

Maxim. — Reuzeudik, ni velo ha te ne ri van evit tourmanchou. Pa ho zanti, marteze e lezi da follentez.

Andronic. — Ar follentez-ze a zo talvoudeg evidomp, evidompni a zo hor fizians e Jesus-Christ. Furnez ar bed a gas d’ar maro eternel.

Maxim. — Tourmantit anezhan kena, kena…

Andronic. — N’em eus great droug ebet, ha gouscoude em zourmantit evel pa venn eur muntrer. Ne c’houzanvan nemet abalamour ma c’hadoran ar guir Doue, an hini epken a dle beza adoret.

Maxim. — Ma pije bet eun tam devosion bennag, e pije adoret an Doueou a ador hon impalaered gant kement a zoujans.

Andronic. — Disprijout ar guir Doue e ve he zilezel evit adori keur me marbr.

Maxim. — Divez avoalc’h out evit lavaret o deuz an impalaered disprijans evit Doue ! Tourmantit anezhan c’hoas goasoc’h ; broudit dezhan he gostezion.

Andronic. — Emaoun etre ho taouarn ; mestr oc’h d’am c’horf.

Maxim. — Lakit c’hoalen oc’h he c’houliou, ha frotit he gosteziou gant tamou teol torret.

Andronic. — Ho tourmanchou o deus roet d’am c’horf eur guir frescadurez.

Maxim. — Me rai dit mervel dre eur maro hag a vezo pell o tont.

Andronic. — Ho courdrouzou ne reont ket a aoun din ; va c’hourach a zo trec’h da gement tourmant a oufe ho crueldet da ivanti.

Maxim. — Chadennit dezhan he dreit hag he c’houzoug, ha dalc’hit-hen striz en eur prizon tenval.

Setu ar c’henta goulennou a voue great oc’h ar verzerien santel e Tars. Neuze e vouent caset da gær Mopsuest eleac’h ma ouent digaset adarre dirag al lezvarn.

Flavius Clemens Numerian Maxim, o veza azezet var he dribunal, a lavaras d’ar c’hantener Demetrius : Digasit ama an dud dizuch-ze a heul Relijion ar gristenien.

— Emaint ama, Aotrou, eme ar c’hantener.

Neuze Maxim a lavaras da Darac :

— Evit calz e respeter ar gosni, abalamour gant an oad e teu ive dezho skiant ha furnez. Mar ec’h eus tennet frouez euz an amzer am eus lezet ganhez, e pezo me voar vad, chenchet santimant. Evit guelet ha guir eo kementse e c’hourc’hemennan dit brema sacrifia d’an Doueou ; o senti e veriti istim da vistri.

Tarac. — Christen oun, ha plijet gant Doue e teufac’h, c’hui hag an impalaered da lezel ho tallentez ha d’en em drei oc’h ar virionez a gas d’ar vuez !

Maxim. — Scoit gant eur mean var he zivoc’h, ha grit dezhan dilezel he follentez.

Tarac. — Ar follentez ze a zo eur guir furnez.

Maxim. — Setu da oll dent torret, reuzeudik ; es pe truez ouzit da unan, deus da gaout an aoter da sacrifia d’an Doueou, evit espern dit da unan tourmanchou c’hoas crisoc’h.

Tarac. — Ha pa lacafac’h va c’horf a damou, morse ne reot din chench creden, rak Jesus-Christ eo a ro din ners da veza trec’h deoc’h.

Maxim. — Me vouezo da barea dioc’h da follentez. Digasit glaou ruz ; astennit he zaouarn dezhan azioc’h an tan ken na vezint devet.

Tarac. — N’em eus ket aoun rag an tan-ma ; he nerz a dremen buan ; rag an tan eternel avad em euz aoun.

Maxim. — Guel da zaouarn devet oll ; netra eta ne c’hello ober dit beza fur ; deus da sacrifia.

Tarac. — Mar oc’h eus tourmanchou all e c’hellit ho implija ; esper am euz e vezin trec’h dezho oll.

Maxim. — Stagit-hen a istribil a bouez he dreid, ha lakit he benn a zioc’h moget teo.

Tarac. — Goude ma em eus gouzanvet an tan, penauz e c’helfen-me caout aoun rag ar moged ?

Maxim. — Skuillit guinegr ha c’hoalen en he zifron.

Tarac. — Ho kuinegr a zo dous evidon, hag ho c’hoalen a gavan goular.

Maxim. — Meskit moutard gant ar guinegr, ha tolit-hen en he zifron.

Tarac. — Ho ministred o deuz ho tromplet : mel eo o deus roet din, ne ket moutard.

Maxim. — Avoalc’h evit brema ; me a gavo tourmanchou nevez evit ober dit lezel da follentez.

Tarac. — Va c’haout a reot ato prest da c’houzanv ho tourmanchou.

Maxim. — Casit-hen d’ar prison, ha digasit eun all din. Prob a voue digaset, ha Maxim a lavaras dezhan :

— Sonjet mad ec’h eus-te brema ? ha prest out-te da zacrifia d’an Doueou evel ma ra an impalaered ?

Prob. — Dont a ran dirazoc’h gant eun ners nevez. An tourmanchou am eus gouzanvet n’o deus great nemet caledi va c’horf ; va ene zo creoc’h evit biscoas ; her guelet a reot mar kirit. Bez’em euz en Env eun Doue beo a zervichan hag a adoran ; ne anavezan hini all ebet.

Maxim. — Petra, reuzeudik, hon Doueou-ni n’int ket beo ?

Prob. — Ha kemeret a c’heller evit traou beo skeudennou mein ha coad, great gant daouarn tud ? Ne ouzoc’h ket petra a rit pa zacrifiit dezho.

Maxim. — Den divez ma zout, deus da viana da zacrifia d’an doue bras Jupiter ; ne c’houlennin ken diganez.

Prob. — Penaoz e c’hellit-hu rei an hano a Zoue d’an hini zo en em zaotret dre an torfejou ar re vrasa hag ar re vezusa ?

Maxim. — Scoit var he c’hinou gant eur mean, evit miret outhan da vlasfemi.

Prob. — Perak va skei evelen ? N’em eus lavaret euz a Jupiter nemet ar pez a c’hoar ar re hen ador ; n’em eus lavaret nemet ar virionez ; me ho kemer oc’h unan da dest.

Maxim. — Lakit an houarn rus dezhan var he dreid.

Prob. — Ho tan n’en deus ket a domder, da viana ne zantan ket he ners.

Maxim. — Astennit-hen var ar marc’h coat, ha scoit var he gein gant lerennou ken na vezo kignet he ziouscoas.

Prob. — Kement a rit a zo evel netra ; claskit eun tourmant nevez bennag hag e velot gallout an Doue a zo enhon hag a ro ners din.

Maxim. — Touzit he vleo ha goloit he benn gant glaou tan.

Prob. — Devet oc’h eus va fenn ha va zreid ; guelet a rit e choman gouscoude fidel d’am Doue hag e tisprijan ho tourmanchou. Va Doue am saveteo ; ho toueou avad ne c’hellont nemet coll ar re ho ador.

Maxim. — Ne velez ket-ta ar re ho ador ama en dro din, henoret gant ar re vad ha gant an impalaered ? Fae a reont oc’h da velet, te ha da gompagnuned.

Prob. — Credit ac’hanon, ma n’o deus ket a geus d’ar pez a reont ez aint oll da goll, rag a enep ar vouez euz ho c’houstians, ec’h adoront idolou.

Maxim. — Scoit ganthan var he vizach evit deski dezhan lavaret an Doueou ha ne ket Doue.

Prob. — Disleal oc’h oc’h va skei hag o tispen din va bizach pa lavaran ar virionez.

Maxim. — Me lacai troc’ha da deot dit ive, evit miret ouzit da vlasfemi, hag ober dit senti.

Prob. — Ouspen an teod-ma, em euz eun all diabarz enhon ha ne varvo morse, ha var an teod-ze n’oc’h eus gallout ebet.

Maxim. — Casit hema d’ar prizon ha digasit din an trede.

Pa voa digaset Andronic, Maxim a lavaras dezhan :

— Da gompagnonet ne felle ket dezho senti da genta, hag eo bet red ho zourmanti evit dont abenn anezho. Abarz ar fin o deus sentet, hag int bet recompanset mad evit ho zentidigez. Ma ne fell ket dit beza tourmantet eveldo, deus dioc’htu da zacrifia d’an Doueou, hag e vezi henoret gant hor prinset. Mar kendalc’hez da veza pennok, me hen tou dre an Doueou ne varvont ket ha dre an impalaered ne c’hell den ho zrec’hi, e veli petra a goust va lacat e counnar.

Andronic. — Perak clask va zrompla dre ho keier ? Va mignonet n’o deus ket nac’het ar guir Doue, ha pa o defe great, evidonme ne gometin biken eun hevelep torfet. An Doue a adoran en deus roet din an armou euz ar feiz. Jesus-Christ eo va Zalver ha va ners, hag evelse ne zoujan nag ho callout, nag hini ho mistri, nag hini ho toueou. Ober a c’hellit an amprou a gementse, oc’h ober din gouzanv an tourmanchou ar re grisa a gavot.

Maxim. — Stagit-hen oc’h peuliou, ha scoit varnezhan gant calkennou ejen.

Andronic. — N’eus netra a nevez nag a zispar en tourmant-ze.

Athanaaz a lavaras d’ar merzer :

— Ho corf ne deo nemet eur gouli adaleg ar penn beteg an troad, hag e cavit ne deo netra an dra-ze ?

Andronic. — Ar re a gar an Doue beo a gemer an dra-ze evit netra.

Maxim. — Frotit c’hoalen dezhan oc’h he gein.

Andronic. — Gourc’hemennit, me ho ped, ma vezin sallet ferm ; suroc’h e vezin da chom ep breina ha da c’hallout gouzanv ho tourmanchou.

Maxim. Troit-hen, ha scoit var he gof, evit digeri he c’houliou kenta.

Andronic. — Guelet oc’h eus, pa zoun digaset dirazoc’h, e voa pareet tre ar gouliou a ioa bet great din ar vech all. An hini en deus va fareet a c’hell va farea c’hoas.

Maxim da c’hardou ar prizon : Trubardet ma zoc’h, n’em oa-me ket difennet grons lezel den ebet da vont d’he gaout na da louzaoui he c’houliou ?

Ar Solier Pegas. — Me hen tou dre ho prasder, n’eus bet den var he dro, den n’en deus louzaouet he c’houliou. Dalc’het eo bet chadennet er c’horn pella euz ar prizon. Ma ne ket guir ar pez a lavaran, setu ama va fenn, me euteur coll va buez.

Maxim. — Penaos-ta brema n’eus na cleizen na roud ebet euz he c’houliou ?

Ar Solier. — Me ne ouzon ket penauz eo bet pareet.

Andronic. — Dall ma zoc’h, ne ouzoc’h ket ar medesin en deus va fareet a zo ker gallouduz evel ma zeo mad ha carantezus ? N’hen anavezit ket. Parea a ra, ne ket o lacat louzou, mes dre he gomz epken. Petra bennag ma chom en Env, ema gouscoude e pep leac’h. Hogen eur vech c’hoas, n’hen anavezit ket.

Maxim. — Ar c’homzou didalvez-ze ne raint vad ebet dit ; deus da zacrifia, pe ema great ganhez.

Andronic. — Ne c’hellan rei nemet ar memes respont ; n’oun ket eur bugel evit beza touellet oc’h va gourdous pe oc’h ober stad ac’hanon.

Maxim. — Na laca ket en da benn e vezi trec’h din-me.

Andronic. — Morse ho courdrouzou ne deuint abenn ac’hanon.

Maxim. — Me hen talvezo dit evit beza great fae var va gallout.

Andronic. — Ne vezo ket lavaret ken nebeut e vezo bet ho callout trec’h da hini Jesus-Christ.

Maxim. — Pourchasit tourmanchou nevez abenn kenta guech ma teuin d’am zribunal. Da c’hortos, chadennit mad anezhan, lakit-hen en toull dindan an douar, ha na lezit den da vont d’he velet.

E kær Anazarb eo e voue caset ar verzerien santel evit an trede guech dirag al lezvarn. Tarac, galvet da genta, a respontas ato gant ar memes ners calon. Ar maro, emezhan, a lakai eun termen d’ar brezel a rer din, hag a zigoro din dor an eurusdet. Seul hirroc’h ma pad va zourmanchou, seul vrasoc’h e veza va recompans.

Maxim o veza great he staga oc’h ar marc’h-coat, e lavaras dezhan ; Bez’e c’helfen goulen ma ve heuillet em c’henver lezen Dioklesian, pehini a zifen oc’h ar varnerien lacat ar zoudardet var ar marc’h-coat ; hogen ne fell ket din goulen ar privilach-ze evidon, ne ket lavaret a rafac’h eo falgaloni a ran.

Maxim. — Esper ac’h eus me voar vad da veza balzamet goude da varo gant ar merc’hed christen ; mes me a vouezo brao miret oc’h kementse.

Tarac. — Ober a c’hellit ar pez a blijo ganeoc’h eus va c’horf, hag epad va buez, ha goude va maro.

Maxim. — Rogit dezhan he vizach, ha troc’hit dezan he vuzellou.

Tarac. — O regi hag o tispen va bizach, oc’h eus roet eur genet nevez d’am ene. Creeat gant carantez Doue, n’em euz aoun ebet rag oc’h oll dourmanchou.

Maxim. — Lakit beriou rùs dezhan oc’h he zivron, ha troc’hit dezan he ziscouarn.

Tarac. — Va c’halon ne vezo ket nebeutoc’h eveziant oc’h coms Doue.

Maxim. — Diframmit ar c’hroc’hen divar he benn, ha goloit hen gant glaou tan.

Tarac. — Ha pa lacafac’h discroc’henna va c’horf oll, ne deuot ket abenn d’am distaga dioc’h va Doue.

Maxim. — Rusiit ar beriou c’hoas muioc’h eget ar vech kenta ha lakit anezho dezhan oc’h he gosteziou.

Tarac. — O Doue euz an Env, taolit eur zell varnhon, ha bezit va barner !

Maxim a reaz he gas adarre d’ar prizon, rag he espern a rea evit ar c’hoariou a dlie beza antronos. Neuze e lakeas digas Prob dirazhan.

Pa voa digoezet hema, ar gouarner hen aliaz adarre da zont da zacrifia. Mes evel ar merzer ne rea van evit an aliou-ze, e lakeaz he liana hag he zevel a istribil a bouez he dreit ; neuze e voue laket beriou rus glaou dezan oc’h he gosteziou hag oc’h he gein.

Prob. — Va c’horf a zo en ho callout. Plijet gant Doue an Env hag an douar sellet oc’h va fasianted hag oc’h an humilite eus va c’halon.

Maxim. — An Doue ma en em erbedez outhan en deuz he unan da laket etre va daouarn.

Prob. — Caret a ra an dud.

Maxim. — Digorit dezan he c’hinou, ha lakit enhan guin ha kik bet kinniget d’an doueou.

Prob. — O va Doue, guelit petra a rer din dre ners, ha bezit va barner.

Maxim. — Guelloc’h eo bet ganez gouzanv mil dourmant eget sacrifia, ha gouscoude setu te kemeret pers ganez en hor sacrifisou.

Prob. — N’oc’h eus ket izom d’en em fougeal euz ar pez oc’h eus great din ober a enep va bolontez.

Maxim. — N’eus fors, great ec’h eus ; promet din her gri a volontez vad, ha me da lezo e frankis.

Prob. — Gouezit ervad ha pa rafac’h lakat dre ners din em ginou kement zo bet kinniget var hoc’h aoteriou milliget, ne venn ket saotret evit kementse. Doue zo test euz ar pez a rer din.

Maxim. — Lakit beriou da ruzia, ha devit dezhan he zivesker. Ahanta, Prob, n’eus ket eur c’horn en da gorf ha n’en defe bet he dourmant, hag e kendalc’hez ato en da follentez ? Reuzeudik, petra a c’hellez-te esperout ?

Prob. — Va c’horf am eus lezet etre ho taouarn evit savetei va ene.

Maxim. — Lakit tachou lem da ruzia, hat oullit dezhan he zaouarn gantho.

Prob. — Me ho trugareca, o va zalver, abalamour ma oc’h eus va c’havet din da gaout perz on ho poaniou.

Maxim. — Seulvui a dourmanchou a c’houzanvez, seul diskiantoc’h e teuez !

Prob. — Plijet gant Doue ne vijac’h ket scoet gant eun hevelep dallentez.

Maxim. — Ne c’hellez mui en em servichout euz a nicun eus da izili, hag en em glemez c’hoaz abalamour n’eus ket great dit coll ar guelet ? Broudit he zaoulagad dezhan, nebeut ha neubeut avad, bete ma o pezo toullet map he lagad.

Prob. — Setu me brema dall ; lamet oc’h eus diganhen daoulagad va c’horf, mes ne c’hellit ket lamet diganhen daoulagad va ene.

Maxim. — Hag e tisputez c’hoas ? sonch-ta ezout condaonet da eun dallentez hag a bado ato.

Prob. — Mac’h anavesjac’h dallentez hoc’h ene, en em gafchac’h reuzeudicoc’h egedon-me.

Maxim. — Da gorf ne dal ket dit hirroc’h eget he gorf da eun den maro, hag e comzez c’hoas ?

Prob. — Keit ha ma vezo eun tamik tomder, eun tamik buez er pezoc’h eus lezet ganhen eus va c’horf, ne eanin da gomz eus va Doue, ne eanin d’he vennigen ha d’he veuli.

Maxim. — Petra, sonjal a ra dit e chomi beo varlerc’h an tourmanchou-ma ? Ha sot avoalc’h out-te evit credi e lezin ac’hanout da denna da halan eur momet epken ?

Prob. — Eur maro criz eo kement a c’hortozan diganeoc’h ; ha ne c’houlennan nemet enn dra digant an aotrou Doue, ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro da renta gloar d’he hano santel.

Maxim. — Me as lezo da langisa keit ha ma virit beza lezet eun den dizoue eveldout. — Casit anezhan alesse. Diouallit mad ar brizonierien-ze evit ne dai ket ho mignonet var ho zro. Ho espern a ran evit ar c’hoariou bras. Digasit din Andronic a zo c’hoas pennococ’h eget an daou all.

Ar re o devezo lennet Actou ar verzerien-ma gant evesdet, o devezo sonjet marteze e lavarent avechou eur goms bennak dipituz evit ar re ho merzerie. Daoust pe ger cris, pe gen disleal bennak ma voa ho barnerien, ar verzerien a gomze ato peurliesa outho gant ar brasa respet. Eun dever eo caout respet evit ar re zo ar c’hallont etre ho daouarn, hag ar re a zo speret Doue enho ne vancont ket d’an dever-ze. Mar lavare eta ar verzerien avechou eur ger bennag hag a c’halfet da gaout direspet, e tleomp sonjal eo ar Speret-Santel ho lakea da gomz evelse.

Na ancounac’haomp ket, pa lennomp comzou ar verzerien ar pez a lavar Jesus-Christ en he Aviel euz ar re a dlie gouzanv evit he hano :

« Pa viot dirag ar varnerien na vezit ket nec’het o clask gouzout petra a lavarot. Ne ket c’hui eo a gomzo ; ar Speret-Santel eo a gomzo enhoc’h, a lacai en ho kinou ar pez o pezo da lavaret : « Evelse sant Paol a c’halvaz he varner moger guennet, hag her gourdrouzaz euz a goler Doue. Hiniennou euz ar verzerien a gemeras skuer diouthan, hag a reas rebechou c’huero d’ho barnerien.

« Gouzanv a reant, eme sant Augustin, ho zourmanchou gant pasianted, anzao a reant ho c’hreden a vouez huel, hag en ho oll dourmanchou e talc’hent mad d’ar virionez. Guir eo e tistagent avechou eur gomz bennag evel biriou abers Doue a eneb an dud difeiz, hag ho lakeant evelse da gounnari, mes dre eno e pareent meur a hini, hag ho lakeant var hent ar silvidigez. »

Mad e ve sonjal e kementse o lenn hiniennou a responchou sant Andronic. Ober a ra rebechou d’he varnerien disleal, hag he gomzou a zo evel biriou tennet gant Doue varnezho evit ho skei hag ho dihuna.

Oc’h eun dra all c’hoaz e c’helfet evesaat o lenn buez ar verzerien-ma evel o lenn buez meur a verzer all. Guelet a reomp rei daou hano dishenvel d’ar memes kær. Neuze e reat ar pez a rer hirio ive avechou. An impalaered, ar c’habitened vraz a roe avechou ho hano da gæriou gounezet gantho dre vrezel, pe da gæriou savet a nevez pe caereat dindan ho ren, ha pa veze tremenet ren ar brinsed-ze, ar c’haeriou-ze, lod anezho, a zistroe adarre d’ho hano coz. Evelse e tigoueze ar pez oa eus guelet o tigouezout en hon amzer. Guelet on euz, evit skuer, kaer Pontivy o chench hano abenn diou vech, hag o tont adarre d’he hano kenta.

Distroomp brema da vuez hor Merzerien santel, ha guelomp trede barnedigez sant Andronic.

Ar gouarner, o clask touelli Andronic da zenti outhan, a lavaras dezhan oa deut dreist ar mare he zaou gompagnon da zacrifia d’an Doueou, ha zoken d’an impalaered.

Andronic. « Ober a rit micher eun den hag a ador Doue ar geier ; anaout a ran dioc’h ho keier ez eo henvel an dud oc’h an Doueou a zervichont. Doue r’ho parno, barner disleal. »

Maxim a reas laoat an tan e torchadou paper, ha gantho e voue devet cof ar merzer. Goudeze e voue devet dezhan he viziet gant poentennou lem ruziet en tan. Ar barner, o velet ne c’hellet ket he lacat da devel, a lavaras dezhan :

— Arabat eo dit gortoz e varfez en eur vech ; beva a ri beteg an deis merket evit ar c’hoariou, evit ma veli da izili lonket an eil varlerc’h egile gant loenet gouez ha cris.

Andronic. C’hui zo crisoc’h eget an tigred, ha muioc’h a zec’hed goad oc’h euz eget an dorfetourien vrasa.

Maxim. Digorit dezhan he c’hinou, ha lakit enhan traou bet kinniget d’an Doueou.

Andronic. Guelit, ô va Doue, petra a rer din dre ners.

Maxim. Petra a liviri brema ? Setu tanvet ganhez ar pez zo bet kinniget var an aoter ; setu kemeret pers ganhez e sacrifisou hon Doueou.

Andronic. Gouezit, tirant ma zoc’h, ne vez ket saotret eun ene, pa rer da eun den, en despet dezhan, ar pez ma en deuz heuz outhan. Doue a vel gouelet ar c’halonou, hag a c’hoar ervad n’em eus ket roet va asant d’an traou milliget-ze.

Maxim. Bete peur e chomo ar froudennou diskiant-ze en da benn ? Da follentez n’hes tenno ket euz a dre va daouarn-me.

Andronic. Doue am zenno pa blijo ganthan.

Maxim. — Setu aze eun diotach all c’hoaz. Me lacai troc’ha dit da deod evit ober dit tevel.

Andronic. Me c’houlen diganeoc’h, evel eur c’hras, lacat troc’ha ar muzellou hag an teod-ma gant pere e sonch deoc’h em eus kemeret perz en ho sacrifisou milliget.

Maxim. Tennit dezhan he zent, neuze troc’hit beteg ar c’hrizien an teod-ze en deuz losket kement a vlasfemou. Goudeze devit anezho ha tolit al ludu en avel, evit na c’hello na goas, na maouez euz ar re a heuil ho relijion fall ho destum nag ho miret evel traou santel ha prisius.

Casit anezhan en dro d’ar prison, da c’hortoz ma vezo dispennet ha lonket gant al loenet gouez var dachen an ebat.

Ar verzeiien santel o devoa gouzanvet tourmanchou ker criz, ho c’horfou a ioa laket en eur stad ken truezuz ha ker scrijus, ma en devoa aoun ar barner na vijent ket beo abenn ar c’hoariou hag an ebatou a dlie beza roet d’ar bobl. Setu perag e c’hourc’hemennaz ho rei dioc’htu antronoz.

Pa voa echu trede barnedigez ar verzerien santel, Maxim a lakeas kemen ar belek bras Terensian en devoa ar gark da deleur evez oc’h ar c’hoariou hag an ebatou a roet d’ar bobl, hag e c’hourc’hemennas dezhan rei ar c’hoariou antronoz Mont a reaz eur bobl ep niver d’an dachen eleac’h ma roet ar c’hoariou-ze, hag a ioa eur c’hardeur bale dioc’h kær Anazarb. Cals klezeidi (gladiatourien) a gollaz eno ho buez, lazet pe lonket gant al loenet gouez. Ar gristenien en em zalc’he var eur menez e kichen, hag ac’hano ec’h eveseant oc’h kement a dremene, hag e c’hortozent en eur grena, ma vije echu stourmad ho breudeur.

Erfin ar gouarner a gasas lod euz he c’hoardou da gerc’hat ar verzerien a ioa bet condaonet d’al loenet. An tourmanchou o doa gouzanvet o doa ho laket en eur stus ken truezus, ma ne c’hellent ket en em zerc’hel var ho izili. Red e voue ho dougen da dachen an ebatou.

Mont a rejomp, eme an hini en deus scrifet an actou-ma, tosta ma c’hellemp dezho, o tioual gouscoude na vijemp guelet. Ar guel euz hor breudeur laket er stus-ze a reas deomp scuilla daelou, ha zoken calz euz ar re a ioa o sellet ne c’heljont ket miret da vouela ive.

Kerkent ha ma voue guelet ar verzerien o tont, an oll a jomas sioul. Grosmol a zavaz etouez an dud a enep crisderi ar gouarner. Meur a hini zoken a lezaz ar c’hoariou hag a ieaz en dro e kær.

Ar gouarner, droug enhan, a lakeas dioual an oll hentchou evit na daje den kuit ; gourc’hemen a reaz evesaat piou a glascje en em denna, evit ma c’halje goulen outho perag e reant evelse. Lacat a reas loskel meur a loen gouez pere, evel pa vije eun dra bennag oc’h ho delc’her, ne dostejont ket oc’h ar verzerien. O velet eun dra ker burzuduz, ar gouarner, counnar enhan, a lakeas bazata ar re o devoa ar zoursi euz al loenet gouez, evel pa vijent a unan gantho. An dud reuzeudik-ze, o velet e c’hourdrouzet anezho euz ar maro, a loscaz eun ourz en doa lazet tri den en dervez-ze. Mes al loen-ze a ieas goustadik varzu ar verzerien, hag en em lakeas da lipat gouliou Andronic. Ar merzer hen egasas, mes ne reas van. Maxim, eat er meaz anezhan he unan gant he gounnar, a reaz laza an ourz etre treid Andronic.

Terensian en devoa aoun evithan he unan, hag a lakeas loskel eul leonez cris meurbet. Iudadennou al loen-ze a strafuillaz ar re dizaounica euz an dud a ioa o sellet. Gouscoude pa voa deut da gaout ar verzerien, a ioa astennet var an douar, e c’hourvezaz ehars treid Tarac, hag en em lakeas d’ho lipat. Maxim, an eonen en he c’hinou kement a gounnar a ioa enhan, a lakeaz he hissa. Neuze al leonez, eat e fulor, a lescaz iudadennou ker skrijus, hag ar re a ioa o sellet a gemeras kement a aoun, ma en em lakejont da grial o c’houlen ma vije digoret he lok dezhi. Galvet e voue ar glezeidi evit peurlaza ar verzerien.

Maxim a c’hourc’hemennas ma vije laket ho c’horfou etouez corfou ar glezeidi a ioa bet lazet, hag e lakeas dek soudart d’ho dioual epad an noz, gant aoun na deuje ar gristenien d’ho c’herc’hat ha d’ho c’has gantho. Mes pa voa deut an denvalijen, e teuaz eur goal var arneu ; ar gardou a ieas da glask an disc’hlao, hag ar gristenien a c’hellas sevel ar c’horfou ; eur sclerijen vurzuduz o para varnezho a reas dezho ho anaout. Ho zamma a rejont gant respet var ho diouscoaz, hag ho doukjont var ar meneziou tosta. Eno ho c’hasjont en eur c’havarn eleac’h ma c’houient ervad ne dajet ket d’ho c’hlask.

Ar gouarner a bunisas gant rigol ar gardou dre n’o devoa ket diouallet mad ar c’horfou-ze. Tri gristen birvidik, Felix, Marcian ha Veruz en em dennaz er c’havarn e sonch mad da dremen eno ar rest euz ho buez e kichen corfou ar verzerien santel. Tri dervez goude merzerenti an tri zant-ma, ar gouarner Maxim a guiteas kær Anazarb. Christenien ar geer-ze a gasaz ar scrit-ma da iliz Icoon, o pidi ar gristenien ac’hano d’hen rei da anaout da gristenien Pisidi ha Pamphili, evit en em greaat er feiz oc’h he lenn. An tri merzer santel a echuaz ho merzerinti d’an unneg a viz here, ha d’an deis-ze eo merket ho gouel gant ar re o deus destumet hanoiou ar verzerien.

Souezet omp, ha ne ket eb abeg, o velet pebez courach, pebez ners-calon a ziskueze ar verzerien ; hogen ha sonjet mad on eus-ni petra a rea d’an ners calon-ze beza burzuduz ? Burzuduz oa ho ners-calon, ne ket epken abalamour ma c’houzanvent, kentoc’h eget pec’hi, an oll dourmanchou ar re grisa a gave an tiranted evit ho merzeria, mes c’hoaz abalamour ma tiskuezent eur basianted, eur garantez, eun dousder, eun humilite dispar etre daouarn ho bourrevien. Bez’on eus tro dalc’h mad da ziskuez ar memes vertuziou, p’eo guir e pe stad bennag e vemp, on euz ive dalc’h mad poaniou ha diezamanchou da c’houzanv. Gouscoude ar vertuziou-ze a vank deomp peurliesa ; ho c’holl a reomp kerkent ha ma teu an distera tra da stourm ouzomp. Penauz e c’hallomp-ni ta lavaret e zomp diskibien da Jesus-Christ ?

————


Merzerien ar Japon.
————
I

Evel ma zeus brema laket e reng ar zænt eur vanden verzerien euz ar Japon, e rafe marteze plijadur ober eun tamig anaoudegez gant an dud caloneg-ze o deus scuillet ho goad ha gouzanvet ar maro evit ar feiz. Pa lennomp buez ar verzerien o deus gouzanvet epad an tri c’hant vloas kenta euz an Ilis, e chomomp souezet hag ez eo tenereet hor c’halon o velet courach ar gristenien vad-ze, al levenez a ziskuezent e creiz an tourmanchou ar re grissa hag ar prez santel o devoa da c’houzaon ha da vervel evit Jesus-Christ. Mad, kement so tremenet a gaera hag a vurzudussa epad an tri c’hant vloas-kenta-ze euz an lliz, a zo tremenet ive er Japon epad ma zeo bet great eno ar brezel d’ar feiz ha d’ar relijion gristen. Guelet a reat ar gristenien calonek-ze paravia o clasc gouzout piou en divije da genta ar gurunen a verzerinti. Prinset, prinsezet, gragez, merc’hed iaouanc, bugaligou, a velet oc’h ober ho fourchas, o kempen ho dillad abenn an dervez braz, hag oc’h huanadi varlerc’h an dervez euruz e pehini e tlient beza staget oc’h ar groas, pe gouzaon e c’hiz all ar maro evit Doue. Ar pez a verkimp ama so tennet euz a histor an Ilis scrifet gant an Aotrou Roherbacher, beleg.

II

Vardro anter ar c’huezecvet cantvet, Sant Fransez-Xavier en doa prezeget ar feiz er Japon, ha gounezet eno meur a vil ene da Zoue. Sant Fransez-Xavier a ieaz ac’hano etrezeg ar Chin, hag a varvas nebeut amzer goude. Hogen evit beza eat ho abostol digantho, christenien ar Japon a zalc’has da vont ato var gresc ; ar gristenien nevez a zerviche da vissionerien d’ar re ne anaient ket c’hoaz ar guir Doue. Evelse ez eus bet davet tud hiniennou euz an enezi (rag Rouantelez ar Japon ne deo nemet eun toullad enezi) deut couls lavaret oll da veza christenien ep ma vije bet missioner ebet en ho zouez. Ho amezeien eo o devoa ho c’helennet. Hogen euz an Europ ez eaz ive di missionerien all, dresit oll tadou a gompagnunez Jesus, evit peur ober an eost ma en doa Sant Fransez-Xavier digoret troc’h enha, da lavaret eo, evit kenderc’hel da skigna sclerijen ar feiz e mesc tud ar vro-ze. Epad eun tregont vloas bennag pe ouspen e voue lezet ar gristenien e peoc’h. Hogen an droug-speret a dlie beza e counnar o velet eur vro evelse a bez o trei kein dezhan hag o tigeri ho daoulagad d’ar virionez Evelse ne eanas ket ken n’en doa cavet an tu da laoat ober ar brezel d’ar Relijion.

Kenta a voue merzeriet er Japon e voue eur baourez kez, eur sclavourez. Christenien Firando o doa savet eur groas nevez eur pennadic dioc’h dor kear, ha mareou a veze, ez eant a vanden da dal ar groas-ze da lavaret ho fedennou. Eur sclavourez christen, hag e doa evit Mestr eur paien, eun den criz, a iea ive bemdez, petra bennag ma en doa he Mestr difennet outhi mont. Eun dervez o veza gouezet oa bet adarre, ez eaz e counnar outhi, hag e c’hourdrouzaz he laza mar daje ken. Hi a respontas ne rea ket ar maro aoun d’ar gristenien, e kendalc’hje d’he zervicha euz he oll gallout evel m’e doa great bete neuze, mes ne alle ket ken nebeut mancout d’he dever e kenver Doue he c’henta Mestr ; hag antronoz ez eaz adarre da dal ar groas. Ar paien fuloret a redas var he lerc’h, pa ellas gouzout e voa eat. Ne deas ket a bell n’he guelaz o tont en dro. Kerkent e tenn he zabren hag e chom d’he gortos. Ar gristenez caloneg ep diskues an distera strafuil, a deuas beteg enha, en em lakeas var he daoulin, a zoublaz he fenn, hag an den criz he dibennas gant eun taol. Ar gristenien a gasas gantho ar c’horf hag hen lakeaz en douar gant henor. Trugarecat a reant Doue euz an nerz en doa roet d’ar baourez kez-ze, hag en em gourachent da gemeret skuer diouthi.

An dra-ze ne voa nemet eun taol en eur dremen, ha ne glasket ket c’hoaz a iskin oc’h ar gristenien. Hogen divezatoc’h e voue c’hoezet en ho enep an tan euz ar bersecution.

Ar Japon, evel m’on eus lavaret, so eur vanden enezi. E pep hini euz an enezi-ze ez eus eun doare Roue pe c’houarner, ouspen ar brinset hag ar ro vras skignet ama hag ahont. Ouspen-ze ez euz, en enezen vrassa, daou Roue pe daou Impalaer hag o deus gallout var ar re all oll. An daou Impalaer-ze so unan anezho evit ar relijion, hag egile evit an armeou. An diveza-ma en deuz hirio ar muia gallout, hag a eller da lavaret eo ar Mestr bras, rag an ners a zo etre he zaouarn. Ar Rouanedigou-se, ar re anezho dreist oll ne ket falvezet dezho dont da veza christenien, a ra alies brezel an eil d’egile. Beza Impalaer an armeou, pe evel ma lavarer eno, Taïcosama, a so eur reng c’hoanteet gant ar brinset paien, ha meur a hini a bign d’ar garg-ze dre drubarderez, dre vrezel, dre zispac’h, dre ar muntr. Unan euz ar re o doa aloubet ar renc kenta-ze dre nerz ha dre dorfejou, e voue ar c’henta oc’h en em gemeret oc’h ar gristenien hag ho clasc ho distruja.

Ar penn abeg euz ar gounnar a gemeraz oc’h ar guir religion hag oc’h ar gristenien, e voue ar geier hag ar fals-testeniou douget a enep ar vissionerien gant protestantet a Holland hag a vro-zaoz eat da ober kenvers d’ar vro-ze.

III

Lavaret a rer ive e tigouezaz er mare-ze gant eul lestr a Spagn beza taolet gant an avel hag ar goal amzer var aodjou ar Japon. Al lestr-ze a ioa marc’hadourez pinvidig enha, hag ar Japoniz a grogaz enho hag ho aloubaz evit an Impalaer. Cabiten al lestr a falvezas dezhan ober aoun d’ar Japonis. Clasca reaz eur garten var behini eo merket ar broiou, hag eno, evit rei dezho da anaout pe ger gallouduz oa Roue Spagn, e tiskuezas dezho var begement a vroiou e voa Mestr. Impalaer ar Japon a lakeas goulen outhan penauz e c’helle Roue Spagn beza deut da veza Mestr var gement a vroiou, hag ar martolod reuzeudig a respontas : « Cas a rer, emezhan, missionerien da brezeg ar feiz da eur vro, ha pa o devez gounezet eun niver braz a dud d’ar Relijion, e casser soudardet hag a deu æz da veza mistri euz ar vro-ze, rag ar vissionerien hag ar gristenien o deus gounezet en em laca a du gantho. »

Kementse a voue avoalc’h evit lacat an Impalaer e counnar, hag ep dale e falvezas dezhan distruja an oll vissionerien a ioa deut di euz ar broiou all, ha ne ket epken ar vissionerien, mes c’hoaz an oll gristenien, kement hini o doa gounezet da Zoue, gant aoun na deujent d’en em glevet gant rouaned ar broiou all evit lamet ho stajou digantho. Setu penauz e caf ato an droug-speret var an douar likizien d’he zicour da ober an droug ha da ober ar brezel da Ilis Jesus-Christ.

Taïcosama o veza eta e counnar gant an aoun da goll he stadou, a c’hourc’hemennas cregi er vissionerien hag an nao a vis kerzu 1596, e voue paket nao missioner, tri a gompagnunez Jesus ha c’huec’h euz a urs Sant Fransez. An tri dad a gompagnunez Jesus a voa ginnidig euz ar Japon ; an tadou a urs Sant Fransez a voa eus a Spagn. An Impalaer en doa roet ive urz da gemeret hano an oll gristenien a zaremprede an ilizou en diou gaer Meaco hag Ozaca. An niver anezho a voa ker bras ma en devoue aoun an ofiser carget da ober an enclasc-ze, ha ma c’heanaz da gemeret hanoiou en eur lavaret ne falle ket d’an Impalaer goullonder ar vro o lacat an oll gristenien d’ar maro, mes epken e felle dezhan castiza ar vissionerien a voa deut di euz a leac’h all dre ma zeant a enep he urz. Kementse ne viras ket na deuaz ar brud e pep leac’h ez eat da zistruja an oll gristenien, hag ar c’helou-ze a gargas calonou ar gristenien euz eul levenez ker braz, dre ar c’hoant o doa da c’houzaon ar verzerinti, ma lakeant souezet oll ar baianet.

Ar c’henta a ziskoezaz an ïoul-ze d’ar verzerinti, a voue eur Jeneral a arme hanvet Ucondono. Eun nebeut miziou araog, en doa guelet he dad o vervel, o veuli Doue beteg he huanad diveza euz ar c’hras en doa great dezhan da veza christen. Pa zavaz ar brud euz an hiskin, Ucondono a ioa e ti roue Congo, he vignon. Dont a reas da Veaco da gaout eun tad a gompagnunez Jesus hag a garie cals, evit gallout mervel gant an tad ze. Epad ma edo eno e tigouezas daou vap da c’houarner Tense a ioa digasset di gant ar memes c’hoant.

Eun Aotrou braz ha pinvidig, hag a ioa c’hoaz nevez badezet, a lakeas emban en he zouarou, e lacaje castiza an hini a glascje cuzet var he vestr, ha ne lavarje ket e voa christen, mar bije goulennet outhan. Eun all, gant aoun ne vije ket credet cregi enha, a ieaz, he bried hag hen da Veaco da gaout ar re a glaske ar gristenien. Hen a rene dre an dorn he vap, eur potrig nao pe zeg vloas, hag he bried a zouge etre he divrec’h eur verc’hig ha ne valee ket c’hoas. Eur c’har d’an Taïcosama, hag en doa bet tri Rouantelez digant an Impalaer, en em dennaz eleac’h ma edo an tadou Jesuisted, evit beza suroc’h da vervel gantho.

Rouanez Tango, hanvet Gras er vadiziant, a voue cavet eun dervez he merc’hed hag hi o labourat en dra c’hellent, oc’h ober dillad nevez ha caer, evit ma vijent, emezho, braoc’h en dervez bras. Ne velet a bep tu nemet tud a bep renc, oc’h evessat piz penauz e c’haljent caout an dro da anzao Jesus-Christ, dirag ofiserien an Impalaer. Ar merc’hed a reng huel en em zestume e tiez eleac’h ma c’houient ervad e vijent dizoloet kentoc’h. En eur ger, merc’hed ha goazed, coz ha iaouanc, oll e voant paravia o clasc gounit curunen ar verzerinti.

Eun dijentil euz a Bungo, o veza clevet e kemeret hanoiou ar gristenien, a lavaras dirag an oll en doa guir da lacat he hano unan euz ar re genta. He hano a voue kemeret, ha neuze en devoa c’hoant da lacat he dud da gaout ar memes gras. Gouscoude e credas e vije guelloc’h evit he dad, den coz a bevar ugent vloaz ha badezet abaoue c’huec’h miz epken, en em denna en eun ti bennag var ar meaz eleac’h ne dajet ket d’he glasc. Hogen an tad ne fallas dezhan morse tec’het. Fallout a rea dezhan mervel evit Doue, mes mervel ar c’hleze en he zorn evel eur zoudart coz ma zoa. Mont a ra da Gambr be verc’h caer, hag he c’haf o c’hriat eur pez dillad. Guelet a ra ive ar zervicherien ha beteg ar vugale o pourchas gant prez lod ho chapelet, lod ho c’hrucifi, ha kementse oll abenn an dervez braz. O veza eat beteg he verc’h caer :

— Petra rit-hu aze, emezhan, va merc’h ?

— Griat a ran, emezhi, va dillad, evit ma chomint kempennoc’h en dro din pa vezin laket oc’h ar groas ; rag oc’h ar groaz e leverer e vezo staget an oll gristenien. An tad caer a jomas souezet oll o clevet kementse hag o velet an ear laouen euz he verc’h. Goude beza sonjet eur pennad, e taolaz he gleze kuit, e kemeraz he chapeled hag e lavaras : me fell din ive beza staget oc’h ar groas ganeoc’h.

Diou sclavourez iaouank a voue laket d’ar maro da genta, lazet gant ho mistri dre gassoni oc’h ar relijion gristen. Eun tad a zinac’haz ar feiz hag a glascas laoat he vap da ober eveldan. Ar map-ze n’en doa nemet deg vloaz. Hogen ne voue ket dare d’he dad he lacat da drei kein d’he Zoue ; pell dioc’h eno ; ar bugel a rebechas d’he dad he nebeut a galon, hag a zalc’has mad d’he relijion. Meur a vugel all a voue guelet c’hoaz o rei evelse ar skuer euz ar brassa nerz calon.

Goude ma voa bet cresket ha bianeet meur a vech niver ar re a voa laket er prizon, en em gafchont da veza pevar varnugent. Eun dervez ma voa eun ofiser o c’helver pephini anezho dre he hano, unan anezho, hanvet Mathiaz, a voa eat da ober eur gefridi bennag. Eur micherour, hanvet ive Mathiaz, a respontaz eleac’h egile, hag a voue laket en he blas, evel ma voa bet laket Sant Mathias guechall e reng an ebestel.

IV

Etouez ar gristenien condaonet d’ar maro ez oa tri bugel hag a lekeas souezet an oll dre ho c’hourach. Unan anezho, hanvet Lois, n’en doa nemet daouzeg vloas. An daou all, hanvet Anton ha Thomas, n’o doa ket ouspen pemzeg. Respont a reant an oferennou e ti an tadou a urs Sant Fransez, hag ho hanoiou a ioa bet kemeret gant ar re genta. Ma carjent gouscoude oant bet lezet ; n’oa ket bet a c’hoant zoken da gemeret hano Loizic. Mes kement a reaz o vouela hag ho pidi ma voue laket he hano. Goudeze e voue lavaret dezhan meur a vech tec’het ; hogen morse ne falvezaz dezhan hen ober.

An trede a vis genver 1597, var dachen Meaco, e tliet troc’ha ho fri hag ho diouscouarn d’ar verzerien. Ar gouarner ne voa ket eun den criz, ha ne lakeas troc’ha dezho nemet eur pennad euz ho scouarn gleiz. Evelse goloet a c’hoad, e vouent laket e kirri, ha casset a gær da gær bete Nangazaki, eleac’h ma tlient beza staget oc’h ar groas. C’hoant a ioa, oc’h ho c’has evelse da ziskuez, da ober aoun d’ar gristenien ; hogen ar c’hontrol a c’hoarvezas. Ar guel zoken euz an tri bugel a lakea beteg ar baianet da gaout truez outho, ha meur a hini en em rentas christenien. Daou gristen, hag a zigase d’ur verzerien da zibri ha da efa, a voue laket gant ar goardou e touez ar re all ; hag an niver anezho a ieaz evelse da c’huec’h varnugent.

Ar c’huec’h varnugent merzer ma on eus comzet anezho er pennad ma a voue laket d’ar maro e Nangazaki ar pemp a vis c’huevrer 1597. Oll ec’h eljont covez araog deiz ho merzerinti. Pa voue lavaret dezho edo an ofiser oc’h ho gedal var an huelen pe an dachen eleac’h ma tlient mervel, ez ejont di dioc’htu. Eur bopl ep niver a iea d’ho heul. Ar gristenien a zigoueze gantho var ho hent a stoue d’an douar, hag an daelou en ho daoulagad, ho fede da gaout sonch anezho en ho fedennou. Pa voant digouezet e troad ar grec’hien, kerkent ha ma veljont ar c’hroaziou pourchaset evitho, e redjont d’ho briata ; ar pez a lakeaz ar baianet souezetoc’h evit biscoas.

Var groaziou ar Japon ez euz, e traon an troad, eun dreuziaden var behini e pouez treid ar merzer, hag hueloc’h, eun dreuziaden all var behini eo evel azezet. Neuze e stager gant kerdin an divrec’h, creiz ar c’horf, an divorzet hag an treid. Lakat a rer dezho eur c’holier houarn da zelc’her reud ar c’houzoug hag ar penn. Pa vez staget ar merzer evelse, e saver ar groaz, hag he laker en toull great evithi. Neuze ar bourreo a gemer eun doare goaf pe lans, a zancl anezha e costez an hini so oc’h ar groaz, a dreuz ar merzer kez hag a laca he venveg da zont er meaz dre gichen ar scoaz. Avechou lod a vez toullet en daou du er memes amzer, hag evelse an tourmant criz-ze ne oufe ket padout pell.

Mont a reat da rei taol ar maro d’ar verzerien, pa velaz unan euz an tadou jesuisted he dad deut da lavaret dezhan an diveza kenavezo. —

— Guelet a rit, va zad, eme ar missioner, ne deus netra a gement na dlefemp da zilezel evit Doue.

— Her gouzout a ran, va map, eme an tad christen-ze, ha trugarecat a ran Doue euz ar c’hras en deus great deoc’h. He bidi a ran a greis va c’halon d’ho kendelc’her er memes sonch beteg an huanad diveza. Bezit sur ne c’houlennomp ket guell, ho mam ha me, evit heuillia ar skuer a roit deomp, ha plijet gant Doue or befe tro d’hen ober !

Ar merzer a voue staget neuze oc’h he groaz, ha pa voa savet, an tad en devoue calon avoalc’h d’en em zerc’hel en he zroad. Eul loden a c’hoad he vap a goezaz eno varnezhan, ha ne deas ket kuit ken na voa maro ; hag e roe da anaout dre he laouenedigez, e voa eurussoc’h o velet he vap merzer evit na vije bet oc’h he velet Roue.

Edont oll staget oc’h ho c’hroaziou ha savet a reng, ha ne c’hortozent mui nemet taol ar maro, pa deuaz au tad Badezour a urs sant Fransez, a ioa e creiz ar reng, d’en em lacat da gana ar c’hantic Benedictus. Ar verzerien all oll a ganas ar c’hantic gantha beteg ar fin. Pa voa echu, unan euz ar vugale, Anton, hag a voa e kichen an tad, her pedas da gana ive gantha ar salm Laudate pueri, Bugale, meulit Doue. An tad evit doare n’her c’hlevas ket, hag ar bugel a gomansaz he unan. hag o veza recevet taol ar maro epad ma cane, ez eas da echui he gantic er barados gant an ælez. Unan euz ar verzerien, Paul Miki, a brezegas gant calz a ners divar he groaz, ha goudeze e reaz eur beden c’hoeg evit he vourrevien. An oll a ziskueze eul levenez ker bras ma roent ïoul d’an oll gristenien da c’houzaon ivez ar verzerinti. Hogen ar gigerez ne badas ket pell, hag ep dale o doa rentet oll an huanad diveza.

Neuze ar goardou ne vouent mui mistri var an dachen. A daoliou baz e claskent pellaat an dud ; hogen caer o devoue ne aljont ket miret oc’h an dud da dostaat ; red e voue dezho zoken en em denna ho unan kuit eun nebeut. Ar gristenien a zestumas muia ma c’heljont euz a c’hoad ar verzerien, pe euz an douar ruziet gant ho goad. Ar baianet zoken a ziskuezas eur respet braz evit eur religion hag a roe kement a ners-calon d’ar re he heuille.

Da noz, Escop ar Japon pehini ne voa ket bet lezet da zont d’an dachen da velet maro ar verzerien, a deuas gant an oll dadou a gompagnunez Jesus euz a Nangazaki da zaoulina e troad ho c’hroaziou. Ar grec’hien-ze a deuas da veza eul leac’h a belerinach, hag ar gristenien a deue di a bep carter. Cals burzudou a zigouezas eno. Ar pap Urban eiz a lakeas ar c’huec’h christen varnugent-ma e reng ar verzerien, o c’hortoz ma vijent divezatoc’h canonizet gant solanite. Rei a reaz he otre d’an tadou Jesuisted da ober en ho ilizou ofis an tri verzer euz ho urs. Evit an tri varnugent all e roaz ar memes otre d’an tadou a urs sant Fransez. Rag ar verzerien, ar re anezho ne voant ket dindan an urziou, a voa euz a drede urs sant Fransez.

V

Er bloaz 1599, roue Firango a falvezas dezhan ive distruja ar religion gristen en he rouantelez. Carga a reaz he vap da enclasc ar gristenien ha d’ho lacat d’ar maro. Hema kenta preiz a gavaz, oue he bried he unan, a voa eur gristenez euz ar re vella. Merc’h oa da Sumitanda, kenta prins euz ar Japon a voa en em c’hreat christen, hag unan euz ar gannadet a voue casset d’hon Tad Santel ar Pap. Pa deuaz eta an urs criz-ze, ar brinsez-ma a lavaras d’he fried ne zilesje biken he relijion hag e voa guell ganthi mont da glasc he bouet evit beza evelse hiskinet abalamour d’ar feiz. Hag evit guir en em dennaz e ti he breur a voa prins en Omura. Hogen he fried he c’harie cals. Pa vouezas peleac’h oa eat, ez eas d’he c’herc’hat, hag e touas dezhi he lesje da heul he relijion evel ma carje. Etouez ar bopl, c’huec’h prins gant tud ho zi hag ouspen c’huec’h cant christen a ieaz anezho ho unan d’an harlu. Ar roue n’edo ket o c’hortos kementse ; habascaat a reas dezhan, hag e lavaras dezho distrei d’ho bro.

An ners-calon-ze eus ar gristenien, ha lidou divalo a voue er bloavez-ze etouez ar baianet a lakeaz eun niver bras da drei kein d’an idolou. Bete deg mil ha triugent paien en em c’hreas christen var eun dro. Daou roue, roue Fingo ha roue Mino a labouras mui evit missioner ebet da c’hounit an eneou-ze da Zoue. Hogen roue mad Fingo o veza bet lazet en eur vrezel, he rouantelez a goezaz etre daouarn eur roue paien, hag hema a fallas dezhan lacat ar gristenien da azeuli ar memes idolou gantha. Evel ma lavarent crenn ne rajent ket, e lakeas cregi e daou anezho a voa a lignez huel, Ian Manimi ha Simon Taquenda. Ar vignonet o doa an daou gristen-ma etouez ar baianet a reas kement a aljont evit ho lacat da zenti oc’h ar roue, pe da viana da ober neuz da zenti. Ar pez a gavent iskiz oa guelet priejou ann daou gristen ha mam unan anezho ar re genta oc’h ho alia da zelc’her mad d’ar feiz. Lavaret a rejont kementse d’ar roue, hag ema a roaz urz dioc’htu da gas an daou gristen da eur bourg a dost, hanvet Cunamoto, d’ho dibenna eno, ha da staga an teir maouez oc’h ar groas.

Kerkent ha ma teuas kelou euz an urs-ze, Minami ne c’hortozas ket ma teujet beteg enha, hag a ieas anezhan he unan da Gunamoto. Mont a reas ractal da di ar gouarner. Hema a voa he vignon hag a reaz he c’hallout evit he c’hounit. He bidi a reas da leina gantha en esper dont abenn d’he douelli, hag o velet e chome ato stard en he greden, her c’hassaz en eur gambr eleac’h ma lakeaz he zibenna. Ar c’hristen caloneg-ma a varvaz an eiz a vis kerzu 1602, d’an oad a bemp bloaz ha tregont.

Ar memes dervez, ar gouarner a ieas da di Taquenda. Oc’h he velet, en em lakeas da vouela, ha Taquenda a deuaz ive an daelou en he zaoulagad. Chom a rejont eur pennad ep gallout comz an eil oc’h egile. Var gementse e tigouezas mam Taquenda, hanvet Jannet er vadiziant.

— Itron, eme ar gouarner, red eo din mont dioc’htu da rei da c’houzout d’ar roue e pe zonch ema ho map. Va zicourit eta, me ho ped, d’he lacat da zenti oc’h ar prins.

— N’em eus netra da lavaret dezhan, eme ar vam gristen, nemet ne oufet ket prena re ger eun eurusdet hag a bado ato.

— Mes, ma na zent ket oc’h ar roue, o pezo ar c’hlac’har da velet dibenna ho map !

— Plijet gant Doue, eme ar vam, ec’h elfen meski va goad gant he hini !

Ar gouarner a zonjas neuze e teuje kentoc’h a benn euz he vignon pa vije dispartiet dioc’h he vam. He gas a reaz eta da di eur paien, hag eno e reaz he c’hallout evit he c’hounit. Hogen poan gollet e voue dezhan. Neuze ar gouarner a gasaz eun den evit he zibenna.

Taquenda a voa o c’hortos kementse, hag a recevaz ar c’helou gant eur joa vraz. En em denna a reaz eur pennadic da bidi. Neuze ez eas da gaout he vam hag he bried hanvet Agnez evit discleria dezho an urz a ioa deut beteg enha. An diou gristenez calonec-ze a voa en ho guele. Sevel a rejont dioc’h-tu, hag ep diskuez an distera tam strafuil, en em lakejont da bourchas pep tra evit ar sacrifis. Ervez urz ar roue e tlient beza var al leac’h pa vije dibennet Taquenda.

Pa voue pourchaset pep tra, Agnez a ieas da gaout he fried, en em lakeas d’an daoulin dirazhan, hag her pedaz da drouc’ha dezhi he bleo ; « rag, emezhi, ma na vezan ket laket d’ar maro ganeoc’h, e fell din kuitat ar bed. Taquenda n’en doa ket a c’hoant da ober kementse, mes he vam her pedas da zenti oc’h he bried, hag her greas. Eun dijentil hag a voa bet kristen hag en doa goudeze dinac’het ar guir feiz, a deuas da di Taquenda var ar brud ez ea da veza laket d’ar maro. Pa velas pegen eurus en ent gaf eur guir gristen da rei he vuez evit Doue, pa velas Taquenda o vont d’ar maro evel da eun eured, e voue scoet en he galon ; redek a reas da vriata ar merzer, hag e tistroaz oc’h Doue.

Taquenda a drugarekeaz Doue euz ar c’hras-ze a rea dezhan araog mervel. Goude beza pedet, briatet he vam hag he bried, roet gobr d’he zervicherien, e soublaz he benn dirag ar bourreo, ha dibennet e voue gant eun taol an nao a vis kerzu.

An diou Itron o devoue ners kalon avoalc’h evit chom da zellet dibenna er merzer, hag evit mont goudeze da zestum he benn ha da boket dezhan. Pedi a reant Doue, dre verit eur maro ker presius, da rei dezho ho unan ive ar c’hras da ober ar sacrifis euz ho buez. Goudeze en em denjont en ho c’hambr, hag e tremenjont an deiz oll er beden, o c’houlen ar c’hras da c’houzaon ar verzerinti. Dioc’h an noz e vouent souezet o velet o tont d’ho zi intanvez Minami, hanvet Madalen, gant eur bugel seis pe eis vloaz hanvet Lois. Ar potrig-ze a voa map da eur breur da Vadalen. Hi hag he fried o doa he gemeret evit ho c’hrouadur, rag n’o doa ket a vugale.

Madalen a lavaraz, en eur zigouezout, d’an diou Itron Jannet hag Agnez, e tlient beza staget ho zeir oc’h ar groaz en nosvez-ze, hag ar potrig ive. Kement se a reas kement a blijadur dezho, ma na vouient ket penaus diskuez al levenez a voa en ho c’halon, ha ma voant evel pa vijent eat er meaz anezho ho unan o trugarecat Doue hag o comz euz a c’hloar ar verzerinti. Loizig ive a zride he galon, hag eun dudi oa he glevet o lavaret pe gen euruz eo ar re a scuil ho goad evit Jesus-Christ.

VI

Er bloas 1616 e tirollaz eur vrezel nevez a enep ar relijion gristen er Japon. Eun Impalaer iaouanc a ioa nevez savet var an tron. He dad en doa laket cals christenien er prizoniou, hag araog mervel e lavaras d’he vap e tlie ho distruja oll, hag ar map a zentaz oc’h he dad criz. Neuze e voue merzeriet eun niver braz a gristenien hag en ho zouez meur a vissioner. Lod a voue lazet dre ar c’hleze, lod all dre an tan.

An impalaer nevez, o veza deut da gear Meaco, a glevaz oa leun ar prizoniou a gristenien. Dioc’htu e roaz urs d’ho devi oll goazed ha merc’hed, coz ha iaouanc. Ne fellas ket dezhan e vije gortozet eun derveziou bennag gant eun itron a reng huel a ioa tost da vouilloudi. Pa voue deut an deis merket, e voue casset ar gristenien, antercant anezho, en eur porz eleac’h ma vouent liamet. Neuze e vouent casset var eun dachen e creis kear eleac’h ma vouent laket e kirri, ar voazed e lod hag ar merc’hed hag ar vugale e lod all ; hag ar vugale-ze a ioa c’hoas lod anezo o tena. Eun trompiller a iea en ho raog, hag e penn pep ru ec’h encante en doa an impalaer condaonet an dud-ze d’an tan abalamour ma voant christenien. Ar verzerien ive a lavare : Guir eo, mont a reomp da vervel evit an hini en deus roet he vuez evidomp ; ha bep an amzer e crient oll a eur vouez : Bevet Jesus ! Lavaret a reant goudeze traou ker caer ; diskuez a reant kement a laouenidigez ma lakeant an oll da vouela.

An tantad a ioa pourchaset e meaz a gær. Pa zigouezaz ar gristenien eno, e veljont croaziou plantet en douar, ha berniou keuneut destumet en dro dezho. Ho levenez a grescas c’hoas neuze hag e tiskenjont scanv braz euz ho c’hirri. Staget e vouent neuze daou ha daou oc’h ar c’hroaziou, an eil troet oc’h egile, ar voazed hag ar merc’hed disparti ; ar vugale vian a voa e kichen ho mamou. Ar moged a dlie da genta mouga ar verzerien ; mes pa oa eat ar moged en he dro ha pa voa deut an noz e vouent guelet sclear, ho daoulagad savet etrezeg un Env. Chom a reant ep finval e creiz ar fourniez ruz-ze, hag e vije lavaret e tanveant dija joaiou ar barados. Eun nebeut goude e vouent clevet oll var eun dro o cana meuleudi da Zoue, ar pez a ieas bete gouelet an oll galonou ; hag ar pez ho zenereas c’hoas muioc’h oa guelet ar mamou keiz, e creiz an tan, o kemeret soursi euz ho bugale, hag oc’h ancounac’haat ho foan ho unan evit bihanaat hini an elezigou-ze. Ober a reant stad anezho, gant ho daouarn e pelleant ar flam dioc’h ho bizach ; poket a reant dezho ha sec’ha ho daelou, hag e lavarent dezho a bep seurt comzou brao ha kaloneg evit rei courach dezho da c’houzaon eur pennadig eur boan hag a dlie ho c’has da eun eurusdet eternel. Mervel a rejont oll an eil varlerc’h egile, ha dre ma varvent, an daelou hag an huanadou a greske etouez ar re a voa o sellet.

An daou zen henorapla euz ar vanden verzerien-se a voa Ian Faximoto hag he c’hreg. Ian Faximoto oa unan euz ar brassa Aotronez a lez an Impalaer. He c’hreg e voa an hini n’en doa ket prijet an Impalaer gortos ma vije gouillioudet araog he lacat d’ar maro. C’huec’h bugel o doa. Ar c’hossa euz ar botred a voue saveteet en despet d’an tad ha d’ar vam pere o divije caret mont dirag Doue gant ho bugale oll a vanden. Ar pemp all a voa diou verc’h, unan daouzeg, hag eun all tri bloaz, ha tri botr, unan unneg, eun all eiz hag eun all c’huec’h vloas. Ho femp e talc’hjont mad beteg an huanad diveza, hag e c’houzanvjont ar verzerinti gant kement a galon evel ho zad hag ho mam. Goude ho maro e voue cavet ar verc’h viana e kerc’hen he mam, ha stag outhi evel pa na raje an daou gorf nemet unan.

VII

Ar re ma rea tiranted ar Japon ar brezel dezho gant muia counnar e voa ar vissionerien. Evit chasseal evelse ar relijion hag ar veleien euz an Europ, e cavjont sicour aberz an Hollanted hag ar Zaozon. Er bloas 1621, eul lestr euz an Holland pe euz a Vrozaoz a bacaz eul lestrig euz ar Japon hag a voa christenien enha. E reng ar gristenien-ze e voa daou dad missioner guisket evel daou varc’hadour. Unan anezho a ioa eun tad a urs Sant Augustin hanvet Zugnica, euz a Spagn ; egile a voa eun tad a urs Sant Dominic, hag a voa he hano Lois Florez, euz a Flandrez. Tad Per Zugnica a voa a lignez huel, hag a voa bet Bez-roue er Mexic. Ar Zaozon hag an Hollanted a reas kement epad eur bloas ma voue dêvet an daou dad missioner-ma, cabiten al lestr hag hi, an deg a viz eost 1622. Ar re a voa gantho var al lestr a voue dibennet oll. Lavaret e voue dezho e vije lezet ho buez gantho mar carjent azeuli fols doueou ar Japon ; mes nicun anezho ne falgalonaz ; oll e talc’hjont mad d’ar feiz, hag oll e chouzanvjont ar maro.

Ouspen ar verzerien-ze a lakeat d’ar maro a vandennou, e voa c’hoaz eun niver braz harluet, casset da garteriou gouez eleac’h ma varve meur a hini anezho gant an naoun hag an dienez. Guelet e voue neuze er Japon kement a ioa bet guelet e Rom hag e leac’h all epad an tri c’hant vloas kenta euz an ilis. Guelet e voue tud euz ar goad huela casset d’an harlu o scrifa liziri caer evel a rea an ebestel hag ar verzerien genta da dud ho c’harter evit rei calon dezho da zelc’her mad d’ho relijion. Guelet e voue gragez ha plac’het iaouanc casset da diez fall o sonjal ho dishenori, o trailla ho bizach gant ar gontel pe gant ar sizail evit dont da veza diforch ha spont ho guelet, evit gallout miret evelse ho guerc’hdet. En eur ger, christenien ar Japon a roaz an oll skueriou caer a laca ac’hanomp souezet pa ho lennomp e buez ar zænt a veve en amzer an Impalaered paien.

Er bloas 1613 an Impalaer a c’halvas pevarzeg dijentil christen d’he lez, hag a c’hourc’hemennas dezho lezel al lezen gristen ha stouet dirag ar fals doueou. Evel ma talc’hent mad d’ho relijion e voue lamet ho madou digantho hag e vouent harluet.

Daou floc’h christen, o velet n’oa ket hano anezho, a c’houlennas mont d’an harlu gant ho mistri. Guelet e vouent oll, gant ho gragez hag ho bugale, o vale dre ar gouelec’hiou hag ar c’hoajou, ep ken sicour na bevans nemet ar pez a zigase dezho providans Doue.

O velet an hiskin-ze, eun demezel euz al lez hag a ioa caret cals gant an Impalaer, evit tenna varnezhi grasou an Env, a voestlas chom bepret guerc’hez. An demezel-ze a voa euz a Goree, hag eur verc’h a speret, ouspen ma voa euz eur renc huel. O veza deut da veza pried Jesus-Christ, e sante en he c’halon eun ners guest da drec’hi kement a alje stourm outhi. An Impalaer a reas he oll c’hallout evit e gounit, mes morse ne ellas dont a benn anezhi. Erfin he lakeaz etre daouarn eur vanden soudardet pere he c’hassaz euz an eil enezen d’eben gant diou vignonez dezhi Lucia ha Clara, hag e lezaz he unan en eun enez eleac’h n’oa nemet eur pesketaer paour bennag o chom e coz lochennou. Poan e devoue o caout eun toul evit mont euz a zindan an amzer, hag e tremenaz eno daou-ugent vloaz o veva evel eun æl. Eun dra epken a rea nec’h dezhi, hag oa defot na doa bet laket d’ar maro : hogen an Tad Pasio, a gompagnunez Jesus o veza scrifet dezhi ec’h anaveze an iliz evit merzerien meur a hini ha n’oant bet nemet harluet, ne devoue mui a velconi gant kementso, hag a vevas e peoc’h.

VIII

Bez’e voue ive merzerien neuze e Rouantelez Arima. Daou vreur, Thomaz ha Mathiaz, ha Martha ho mam, hag ho bugale, Jakez ha Just a voue dibennet an 28 a vis Genver 1613. An 27 a Ebrel, ar Roue a lakeas laza en ho guele daou vreur iaouanc dezhan. Ar 5 a viz Here ar Roue a gondaonas d’an tan tri zijentil hag ho zad ; eiz oant etrezho ; Adrien, ha Jannet he c’hreg, Mari Madalen he verc’h e doa en em voestlet da jom ato guerc’hez, ha Jakez he vap pehini n’en doa nemet daouzeg vloas. Leon Faïuxida ha Martha he bried, Leon Taquendom hag he vap Paul, den iaouang a zeis vloas varnugent.

Pa oue en em skignet ar brud euz ar varnedigez-ze var ar meaz, e voue guelet o tont etrezeg kear beteg ugent mil gristen d’en em ginnigen da vont d’ar verzerinti gantho. Kementse a scoas kement calonou an oll, ma veljot tud euz a lez ar Roue, o doa nac’het ar feiz evit plijout d’ar prins, oc’h ober pinijen dirag an oll, hag o c’houlen beza ive merzeriet. Hag evel ne roet ket dezho ho goulen ez ejont anezho ho unan en harlu gant oll dud ho zi.

D’ar seiz a viz Here, dioc’h ar mintin e teujot da lenn da gonfessoret Jesus-Christ ar zetans ho c’hondaone da veza dêvet. Braz e voue ho levenez. Eun dra gouscoude a vanke dezho, caout ar c’hras da gommunia ; hag ar c’hras-ze o devoue ive. Pa voue deut an heur dezho da vont da dachen ar verzerinti, e voue guelet eun dra ha n’oa ket bet guelet marteze abaoue ar penn kenta euz an ilis ; eur guir driomph a voue great d’an eis merzer-ma.

An ugent mil gristen deut divar ar meaz a deuaz e kear gant eun urz ar c’haera, eur c’harlantez var benn pephini anezho hag ho chapeled en ho dorn. Christenien kear a voa ive var dro uguent mil all anezho, pep a c’harlantez gantho ive var ho fenn ha pep a bilet coar en ho dorn, ha pa ziblasaz an eis merzer, en em lakejont oll a reng a bep-tu dezho evit ho heuilla. Ar verzerien a ioa er c’hreiz. N’oant ket liamet, mes ar vourrevien hag eun nebeut soudardet a iea var ho lerc’h. Eur vandennig dister e voant e kichen daou-ugent mil gristen ma vije falvezet d’ar re-ma tenna ar verzerien euz a dre ho daouarn. Hogen ne ket ar c’hoant-ze eo o devoa ; mar o devoa eur glac’har bennag, oa defaut beza merzeriet eveldo. Ar re a ioa da dosta d’ar verzerien, a gomze outho, ha ne voa ken hano gantho nemet euz an heur vad o doa da rei ho buez evit Jesus-Christ. Lod all a zave ho daouarn etrezeg an Env evit goulen dezho ar c’hras hag an ners da zerc’hel mad. An darn-vuia a veule Doue, a gane canticou, hag ar c’harter oll a dregarne gant mouez an daou-uguent mil gristen-ze.

Pa vouent digouezet var an dachen, an daou-ugent mil gristen en em rencas ker buhan hag eur vanden zoudardet desket mad. Ar verzerien kerkent ha ma veljont ar peuliou ous pere e tlient beza staget, a redas d’ho briata. Eis peul a ioa plantet en douar, ha var an eis peul ze oa savet eun doare coatach hag eun doare toen, ar pez a rea eun doare cardi var greiz an dachen a zirag prenecher palez ar Roue.

Epad ma reat ar pourchaz evit ar verzerinti, Leon a zavas var an doare toen tolet a dreus var ar peuillou, hag ac’hano e comzaz evelen d’an niver braz-ze a dud deut da zellet : « Va breudeur, guelit pegement a nerz a ro ar feiz da dud dister eveldomp ni. O velet pourchaz evidomp eun tourmant ker criz, ez omp carget a levenez hag ec’h esperomp e cresco c’hoaz hon levenez pa vezimp e creiz an tan. Ar re eta n’int ket christenien a dle sonjal pe ger braz eo santelez ha vertuz eur Relijion a zao ac’hanomp kement azioc’h an dud all. Evidoc’h-hu, hor breudeur e Jesus-Christ, na strafuillit ket o velet an tan oc’h hon devi. An tan ne rai nemet hon lacat da c’hounit buanoc’h ar gurunen ; pe kentoc’h ar c’hras eo a rai deomp trec’hi nerz an tan, hag eur momet bennag a boan a rai deomp caout eur c’hloar hag eun eurusdet hag a bado ato. »

D’ar c’homzou-ze ar gristenien en em lakeas da stracal ho daouarn, ha neuze Leon a ziskennaz, a ieas d’en em lacat en he za e tal he beul, ha dioc’htu e voue staget outhan.

Ar re all a ioa staget araog, ha kerkent e voue laket an tan er c’hoat tri zroatad dioc’h ar verzerien.

Eur c’hristen a ioa en em silet tost d’an tan, en em lakeas neuze da brezeg dezho gant cals a ners, ha da ziskuez dezho eur baniel a ioa varnezhi skeuden hor Zalver stag oc’h ar pilier eveldo ; lavaret a rea dezho derc’hel ho daoulagad var ar skeuden-ze a ziskueze dezho en doa eun Doue great evitho ar pez a reant brema evithan.

An tan a voa neuze o cregi, hag e savas eur vogeden ken teo, ma vouet eur pennad ne velet netra. Dre ma creske an tan ar moged a vianee, ha souden e voue gallet guelet ar verzerien e creiz an tantad. Nicun ne falgalonas ; nicun ne loscaz eur glemaden, hag an oll a jome sebezet o sellet outho ; den ne lavare eur ger. Pa voa maro lod anezho, hag ar re all dare da vervel, e tigouezas daou dra hag a grescas c’hoaz an estlam.

Map Adrien, Jakezig, a voa dêvet al liamou laket d’he staga, hag ar bugel kez n’en doa bet nemeur a zroug c’hoaz, evit doare. Her guelet a rejor o redeg e creiz an tan flam, a dreuz ar glaou ruz. Cridi a rejeur ne alle mui gouzaon ar c’hrouez euz an tan, hag e claske tec’het kuit. Crial a rejot outhan kemeret courach. Hogen ne ket tec’het eo a glaske ar bugel, mes mont da gaout he vam. En em lacat a reaz d’he briata evit mervel etre he divrec’h. Ar vam vad-ze a zonjet a voa maro : hogen neuze e savaz c’hoaz eun tam buez enhi. Ancounac’haat a reaz he foan he unan evit rei courach d’he map da zerc’hel mad beteg ar maro. Souden ar potrig a goezaz e kichen he zreid, hag hi a goezaz ive dioc’htu varnezhan, hag e varfchont ho daou er memez amzer.

Merc’h ar vam galonec-ze, c’hoar ar merzer bihan, ar verc’hez Madalen, oajet a naonteg vloaz, a ioa c’hoas caeroc’h da velet evit he mam hag he breur. Ne jome nemethi beo, ha petra bennag ma voa an tan crog enhi a bep tu, he guelet c’hoas leun a vuez hag a nerz. Chom a rea ep finval ; he daoulagad savet etrezeg an Env. Lavaret e vije ne zante ket he foan, e voa eat er meaz anezhi he unan hag e vele dija ar barados digor. Bars ar fin he gueljot o testum glaou tan gant he daou zorn, hag oc’h ho lacat var he fenn evel eur garlantez pe eur gurunen. O velet ez ea ep dale da vervel, e felle dezhi, red ha ma ve, lacat eur gurunen var he fenn da vont da gaoud he fried divin. Gouscoude an tan he dêve nebeut ; hogen dre ma zea he nerz digant he c’horf, he ene a vije lavaret a greea keit ha ma chomas buez enhi. Erfin e risclas goustadig dioc’h he feul, e c’hourvezaz ep freuz ebet var ar glaou ruz evel pa vije bet oc’h en em asten var eur guele soupl, hag e rentaz he huanad diveza.

Neuze ar zoudardet a ioa e kelc’h en dro d’an tan, ne vouent mui mistri, ha ne heljont ket miret oc’h ar gristenien da gas gantho corfou ar verzerien ; ar c’horfou a voue cavet en ho fez, ha n’oa c’huez ebet gantho. Cas a rejont gantho beteg ar glaou var bere oa bet astennet ar c’horfou santel-ze, hag ar peuillou ous pere e voant bet stag.

Corf ar Verc’hez Mari Madalen a voue douget da genta da Vourc Couzura, gant tud ar vourc’haden-ze ; hogen great e voue dezho he zigas en dro, hag ar c’horfou a voue laket oll en archedou great gant coat prisiuz, ha laket voulous diabarz ennho. Neuze e vouent caset da Nangazaki ha laket etre daouarn Escop ar Japon, gant eur scrit divarbenn ho merzerinti sinet gant eun niver braz a destou. An Escop a reas renta d’ar relegou-ze an holl henoriou a elle da lacat renta dezho. Goudeze e cassas da Rom relegou ar verzerien hag an holl scrijou great divarbenn ho merzerinti.

Ar Pap Urban eiz, pa ziscleriaz eurus Santez Mari-Madalen Pazzi, a gasas da leanezet Carmez, da Florans, eur groaz e pehini e lavare en doa laket eun tam euz ar guir groaz, eun tam euz a relegou Mari-Madalen Pazzi, hag ive eun tam euz a relegou Mari-Madalen merzeriet er Japon dre an tan. Evelse ar Pap Urban eiz en doa en eun doare bennag, discleriet eurus ar verc’hez-ma euz ar Japon.

IX

An teir maouez Madalen, Jannet hag Agnez, hag ar potrig Lois, a dlie eta beza staget oc’h ar groas. Gortozet e voue an deis da zont evit ho lacat d’ar maro. Laket e vouent var doare grivizi evit na vije ket red dezho bale hag evit na vije ket great a zismegans dezho en eur vont. Ar vech kenta oa marteze ma lakeat gragez a reng huel evelse d’ar maro ; hogen ar verzerezet n’en em glement ket. Caout a rea dezho zoken e voa re a zamant evitho, ha mam Taquenda a c’houlennas beza tachet oc’h ar groaz evit beza henveloc’h oc’h hor Salver. Hogen ar vourrevien a lavaras n’o devoa ket bet an urs-ze, hag e voue staget gant kerdin ervez ar c’hiz. Savet e voue neuze he c’hroaz, hag ac’hano an Itron caloneg-ze a brezege, d’ar re a voa deut da zellet, a enep fals relijionou ar Japon. Ne voue ket lezet pell da goms. Eur bourreo a roas dezhi eun taol goaf pehini he gouliaz ep he laza ; mes eun eil taol a dreuzas dezhi he c’halon.

Loizig hag he vam a voue staget goude ha savet an eil dirag egile. Madalen a gourache he map. Loizic a zilaoue he vam didrouz evel eun Æl. Eur bourreo a scoaz ar potrig ; mes beg ar goaf a risclaz ha n’hen toullas ket. He vam e devoue aoun na deuje da falgaloni, hag a zavaz he mouez evit lavaret dezhan gelver Jesus ha Mari d’he zicour. Loizig, ep beza strafuillet a grias : Jesus ! Mari ! ha kerkent e recevas taol ar maro. Ar zoudart a dennaz he glao goadeg euz a galon ar map hag her sanclas dioc’htu e calon ar vam.

Ne jome nemet Agnez pried Taguenda. Houma a voa iaouanc, hag e doa eur genet dispar. He dousder hag he glandet a denereas bete calon ar vourrevien. Edo var he daoulin o pidi e tal he c’hroaz, ha den ne deue d’he staga outhi. O velet-se, evit lacat ar zoudardet da zont d’he staga, en em lakeaz he unan kempenna ma c’hellas var dreuziaden ar groaz. En em lacat a reaz eno gant eun ear kel laouen ha ken dereat ma lakeas cals tud da vouela. Ar vourrevien ne douchent ket outhi. Evit gounit arc’hant, daou pe dri maleurus a zervichas dezhi da vourrevien. Evel ne vouient ket an doare da vania eur goaf, e rojont dezhi n’ous ket pet taol araog he skei d’ar maro. An oll a scrije o velet ar gigerez-ze ha prest avoalc’h e vijent lamet var an dud criz-ze evit ho dispen. Agnez epken a jome didrouz, ep ober eur glemaden. He c’hlevet a reat o veuli Doue hag o c’helver Jesus ha Mari beteg an huanad diveza.

Roue Fingo a zonje dezhan en divije great aoun d’ar gristenien o scuilla goad ar verzerien-ze. Guelet a reas souden eo muioc’h a gourach en doa roet dezho. An hini zoken en doa dibennet Taquenda a voue ker scoet o velet ners calon ar verzerien, ma c’houlennaz ha ma recevaz ive ar vadiziant ; ha goude ne c’houlenne ken nemet beza merzeriet he unan. Goulennet e voue otre ar Roue evit distaga corfou ar verzerien dioc’h ar groaz ; mes n’he roas ket, ha ne voue gallet destum ho eskern nemet dre roa coezent. Laket e vouent e boestlou disparti, ha casset da Nangazaki ; eno an Escop a lakeas renta dezho an oll henoriou a allet. An danevel euz ho merzerinti a voue ive scrifet ha casset d’hon Tad Santel ar Pap.

X

Er bloas 1608 roue nevez Fingo en em lakeaz adarre da ober ar brezel d’ar gristenien. Tri dijentil vertuzus braz hag o devoa labouret calz evit gloar Doue a voue dalc’het gantha er prizon eur pennad mad. Hanvou an tri gristen-ze a voa Mikæl, Joacin ha Ian. Bez’edont e penn eur Vreuriez savet eno dindan an hano a Vreuriez an Drugarez. Ar bac’h ma voant enha a voa ker striz hag ar vagadurez a roet dezho a voa ker fall ma varvas Joacin enha gant an dienez. Eun ofiser o veza comzet d’ar roue evit an daou a jome beo, ar roue a c’hourc’hemennaz ho dibenna, hi hag ho bugale. Pa voue casset ar c’helou-ze d’an daou gristen, ho c’halon a zridas gant ar joa. Goulen a rejont zoken beza tourmantet kement ha ma carjet araog ho lacat d’ar maro. Hogen ar roue a fallas dezhan e vijent dibennet ar chenta amzer evit ma vije nebeutoc’h a dud var al leac’h.

Pa deuaz eta urz ar roue, e vouent casset er meaz a gær eur gorden oc’h ho gouzoug. Daou zoudart a voue carget da vont da gerc’hat ho bugale. Pep a vap o devoa ; map Mikæl en doa daouzeg vloaz hag a ioa hanvet Thomas ; map Ian n’en doa nemet seis vloaz, hag a ioa Per he hano. Thomaz, azaleg he genta bloaveziou, ne ziskueze caout ken c’hoant nemet da veza merzer. Hag hen c’hoaz en he gavel, pa en em lakea da vouela, e voa avoalc’h evit he lacat da devel he c’hourdrous ne vije ket merzer. Kerkent ha ma clevaz e tlie mervel, ep gortos ma teujet d’he gerc’hat, e lakeaz he zillad caera. e redaz a ziarben d’ar re a deue d’he glasc, hag o veza cavet he dad e kichen dor kear, e lamas gantha d’he vriata ; ar pez a gargaz an tad calonec-ze a levenez.

Digouezet var an dachen, e chomjot eur pennad mad da c’hedal ar potrig all. Evel ne errue ket, an ofiser a reas dibenna an tri verzer all. Eur pennadig goude e tigouezaz ar bugel. E ti he dad coz oa bet cavet, ha n’oa ket savet c’hoas. Dihunet e voue, hag e leverjor dezhan oa red dezhan mont d’ar maro gant he dad a iea da veza dibennet evit Jesus-Christ. Ar potrig a lavaras ne c’houlenne ket guell. Laket oue dezhan he zae vraoa, ha neuze ar zoudart a grogaz en be zorn evit he gas d’an dachen. Tud ep niver a iea var he lerc’h, ha calz anezho ne alient ket miret da vouela.

Digouezout a reaz ar bugel, hag ep beza strafuillet tam ebet o velet ar goad hag ar c’horfou maro, ez eas var he zaoulin e kichen corf he dad, sevel a reaz he unan colier he zae hag e lakeas he zaouarnigou a groas var he beultrin da c’hortos taol ar maro. O velet-se e savas trous, lenv hag hirvoud e touez an dud. An oll o devoa truez oc’h ar bugel. Ar bourreo he unan a zirollas da vouela, a stlapaz he zabren hag a redas kuit. Daou all a deuaz an eil varlerc’h egile, ha ne gredjont ket ken nebeut he zibenna. Red e voue kemeret da vourreo eur slaf euz ar C’horee. Hema ne vouie ket mania eur zabren hag a scoas n’ous ket pet taol var benn ha var diouscoaz an ælig, an oanic hegarad-ze pehini ne loscas ket eur griaden, hag a voue draillet araog ma voue distaget he benn diouthan. — Ar scritel var behini e voa merket barnedigez ar re-ma a voue casset da Rom.

XI

Etouez ar vissionerien a voue merzeriet er Japon, ar brudeta eo an tad Charles Spinola, a gompagnunez Jesus. Ginnidig oa a Jen hag a lignez huel. Ar c’hoant en doa da rei he vuez evit ar feiz a reas dezhan goulen mont d’ar Japon, ha roet oue he c’houlen dezhan. Labourat a reas en dra c’hellaz, hag e c’hounezaz eun niver braz a eneou da Zoue. Ouspen he skuisder, e cundue c’hoaz eur vuez tenn a hent all.

Ar Japoniz hen lakeaz er prizon eleac’h ma voa oc’h he zioual tud criz gant pere en devoue cals da c’houzaon. Ne felle ket dezho zoken rei dezhan eur banne dour da dorri he zec’het hag hen entanet gant an derzien. Hogen Doue ne ziles morse he zervicherien ; dre he c’hras e scanvea poan ar merzer, hag e rea dezhan caout levenez er chadennou. Setu ama petra lavar he unan en eul lizer scrifet ganthan en he brizon :

« Nag hen a zo dous evidon gouzaon evit Jesus-Christ ! ne gavan ket a gomzou cre avoalc’h evit rei da anaout ar pez a zantan, dreist oll abaoue ma emaomp en toul doun-ma eleac’h ma vevomp ep tam. Ners va c’horf a ia kuit, mes va levenez a gresc dre ma velan e tosta ar maro. Pebez eurvad evidon ma c’helfen, da basc, cana en env gant ar re euruz ar c’hantic Alleluia ! »

« Ma o pefe tanveet, emezhan en eul lizer d’he genderf, an dousder a scuil Doue en ene he zervicherien, n’o pefe mui nemet dispriz evit oll draou ar bed. Dont a ran da veza diskibl da Jesus-Christ abaoue m’emaoun er prizon o c’houzaon dre garantez evithan. Dic’haouet mad oun bet euz an naoun criz am eus gouzanvet ; dre ar frealzidigez dudiuz ha c’hoeg a lakea Doue em c’halon. Ha pa jomfen meur a vloaz er prizon, e cavin ber an amzer-ze, kement a c’hoant am eus da c’houzaon evit an hini a deu d’am faea ker mad eus va foan. Bet oun clan e meur a c’his, dreist oll em eus bet eun derzien hag a so padet cant dervez ep ma c’heljen caout louzou ebet. Epad an amzer-ze e santen eur joa ha ne ellan ket da verca deoc’h. Ne vouien ket petra rean, hag e cave din edon er barados. »

An tad Spinola a voue condaonet da veza devet, hag ar c’helou-ze a zigasas dezhan eul laouenedigez ar vrassa. Azalec neuze ne eane o trugarecat Doue euz a eur c’hras ha ne gave ket dezhan e vije din anezhi. Euz a Omura eleac’h ma edo er prizon, e voue casset da Nangazaki. Laket e voue d’ar maro var eur menez tost da gær, ha gantha nao gristen ha daou-ugent all, a voa en ho zouez nao Jezuist, pevar a urs Sant Fransez ha c’huec’h a urs Sant Dominic. Ar re all oll a voa christenien fidel. Pemp varnugent a voue merzeriet dre an tân, hag ar re all a voue dibennet. Etouez ar re-ma, an tad Spinola a anavezas tost dezhan Izabel Fernandez, intanvez Dominic Jore. E ti ar gristenez vad-ze edo pa voue croget enha pevar bloas diaraog, ha badezet en doa eur bugel nevez ganet dezhi ha roet dezhan an hano a Ignas. Ar bugel a voa adre he vam, hag an tad Spinola n’her guele ket Aoun en devoue na vije bet cuzet ar bugel evit miret na vije laket d’ar maro.

Peleac’h ema Ignasic, emezan da Izabel ? Petra oc’h eus-hu great anezhan ? — Ema ama, eme ar vam oc’h he gemeret etre he divrec’h ; Doue ra viro em bije clasket miret outhan da gaout ar gurunen a verzerinti ! Neuze e lavaras d’ar bugel : va map, setu aze ho tad, pedit hen d’ho pennigen. Kerkent ar bugel en em lakeas var he zaoulin, a groachaz he zaouarn hag a c’houlennaz oc’h an tad he venediction. Ober a reas kementse en eun doare ker coant ma tennas varnezan daoulagad cals eus an dud a voa o sellet, hag e savas trouz ha goelvan en ho zouez. Kementse a reas aoun d’ar vourrevien hag a reas dezho en em hasta da ober ho micher. Dioc’htu e voue guelet daou pe dri benn o coeza hag a ruillas bete treid Ignasic. Ne voue ket strafuillet evit kementse. Dont a rejor d’he vam, hag ep chench liou e velaz ive he fenn distaget. Erfin gant eun ners calon calz en tu all d’ar pez a eller da c’hortos dioc’h eur bugel en oad-ze, e recevaz he unan taol ar maro.

Kerkent ha ma voue merzeriet ar vanden genta-ze, e voue laket ho fennou a zirag ar re a dlie beza dêvet, hag e voue c’hoezet an tan. Pemp troatad varnugent edo an tan dioc’h ar peuillou, ha laket oa ar c’heuneut en eun doare ma tlie beza pell araog mont beteg ar verzerien. He laza a reat zoken pa gavet ez ea re vuan. Da c’hortoz eta an tan da zont beteg enho, an tad Spinola a roaz an absolven da Lucia Fraïtez a ioa staget en he gichen hag a c’houlenne ar c’hras-ze digantha. Neuze o trei oc’h an ofiser carget da lacat ho merzeria, e lavaras dezhan gant eur vouez cre e tlie guelet brema petra glaske missionerien an Europ o tont d’ar Japon hag e tlie sonjal, oc’h ho guelet kel laouen e creiz eun. tourmant ker criz, ecreiz an tan, ne ket evit clasc madou, mes evit clasc savetei eneou eo e voant deut di. — Comz a reas goudeze oc’h ar re a voa o sellet : « An tan-ma a ia d’hon dêvi, emezhan, ne deo nemet ar skeud euz an tan gant pehini Doue a zêvo er bed all ar re ne vezo ket falvezet dezho he anaout pe autramant, goude beza he anavezet, ne vezo ket falvezet dezho miret he lezen santel. »

Merzerinti an tad Spinola a badas div heur. Mervel a reas d’an oad a eis vloaz hag antercant, an eil a vis kerzu 1622.

————


Ar Breur hag ar C’hoar.
————

Setu ama petra leverer divar benn unan euz an dudchentil a voa condaonet da goll ho buez e kichen ker Alre tost da zantez Anna Vened.

An Aotrou cont Turgis, dijentil iaouanc eus a gichen Guenet, a voa etouez an noblans en em gannas e Kiberon evit ho roue. Destumet eno etre ar mor hag arme ar Republic, teir guech hag ouspen creoc’h evitho, e voue red dezo en em rei, pe vervel. Casset e vouent da Alre, ha laket evel bandennou denvet en ilizou a bere e voa gret prizoniou.

Eno e vouent condaonet d’ar maro, hag ac’hano e tennet eur vanden bemdez hag a gunduet da barc ar Verzerien, eleac’h ma ho lazet gant tennou. An dudchentil-ze a voa lod anezho pell a voa dindan an armou, hag ho zud en ho maneriou a voa nec’het bras gantho dre ne vouient ket peleac’h edont, ha ne recevent kelou ebet digantho.

An Aotrou Turgis en doa kuitet tri pe bevar mis a voa maner an Theix, eleac’h m’en doa lezet he vam, intanvez eur pennad a voa, he c’hoar euz ar memez oad gantha, hag eur giniterv dezan, minorez savet eno gant an Itron Turgis e kichen he merc’h. Abaoue ma voa eat en hent, ar c’hont iaouanc n’en devoa digasset kelou ebet d’he vam. Evelse calon ar vam gez a voa serret gant an nec’hamant couls ha calonou ar c’hoar hag ar giniterv.

Tremenet oa emgann Kiberon, hag an itron nag he diou zemezel n’o doa ket clevet pe a voa an Aotrou Turgis eno pe n’edo ket ; n’o doa ket clevet ken nebeut petra vije great oc’h ar brizonerien kemeret eno. An eil nosvez goude an emgann-ze e rea eun amzer spontus. An avel a soroc’he hag a lakea pep tra da stracal. Eur glao diluch a goeze ; tan ha curun a rea bep en amzer.

E maner an Theix, an Itron hag an diou zemezel a voa en eur zal, melconiet meurbet. Scrija a reant o clevet an amzer. Ar vam gez e devoa couls lavaret collet ar guelet kement a zaelou e devoa scuillet o sonjal en he map, gant aoun na vije digouezet droug gantha.

— Va map paour, peleac’h ema ? emezhi o clevet an ti o stracal gant an avel.

— Allas ! va mam, eme ar verc’h, ne allomp ket her gouzout, mes pedomp ar Verc’hez evithan. Va mam ger, dont a rai en dro ; Doue ne lamo ket ho map diganeoc’h.

— N’hoch eus recevet goal gelou ebet ? eme an nizez.

— Nan, eme an Itron, nan, va bugale. Mes ar pez am laz eo defot receo eur c’helou bennag, mad pe fall.

Neuze en em lakejont ho zeir d’an daoulin da lavaret an Ave, maris stella.

Eur mevel a deuas neuze er zal da gempen an daol evit coan. Ar mevel-ze a voa ed he amzer en ti ; fidel evel eun alc’huez. Caret a rea cals he vestrez hag he bugale, hag ep aoun ebet ec’h ellet fiziout peptra enha. Evelse ive e veze lavaret dirazhan ar pez ne vije ket credet lavaret dirag mitizien all. An Itron a c’houlennas outhan :

— N’oc’h eus clevet kelou ebet, Alan ?

— Kelou ebet, Itron ; ne ouzeur ket c’hoas petra vezo gret oc’h an dudchentil so prizonerien en Alre.

— Petra vezo great outho a gaf deoc’h, eme an nizez ?

— Petra vezo great ? eme ar verc’h ; ho lacat d’ar maro sur ; n’eus ket izom da c’houlen.

An Itron a iea ive da lavaret he ger ; mes ne devoue ket a amzer. Eun taol cloc’h a glefjont e dor ar pors, hag a lakeas ho c’halon da zridal, hag ho zeir e safjont ker buan en ho za.

— Va breur eo, eme ar verc’h iaouanc ; me hen anavez dioc’h an taol cloc’h. Ar c’hi ive pehini en doa harzet da genta a glevent o iudal gant ar joa hag oc’h ober lit d’an hini a voa e toul an nor.

Alan a ieas buan da zigeri, hag eur momet goude, an Aotrou cont Turgis a voa er zal e kichen he vam, he c’hoar hag he giniterv. N'em eus ket izom da lavaret pebez levenez a voue eno. An Itron a voa evel p’e divije collet he skiant gant ar joa da veza cavet he map. Rei a rea a bep seurt gourc’hemennou d’he merc’h, d’he nizez, d’ar mevel evit lacat poursach pep tra er maner en eun doare dereat da zigemeret ar c’hont iaouanc.

Pell a voa n’oa bet er maner pred ebet kel laouen ha ma voue coan an nosvez-ze. N’hor c’huitai mui, ha ne ket-ta ? a lavare bep en amzer an Itron d’he map. Hi hag he nizez ne zonjent ket hirroc’h evit er joa o devoa o velet ar c’hont iaouanc deut en dro d’ar maner. Mes e creiz al levenez-ze ar c’hont iaouanc he unan n’oa ket dinec’h avoalc’h, hag he c’hoar pehini a vele hirroc’h evit he mam hag he c’hiniterv, a vele avoalc’h an nec’hamant-ze scrivet var dal he breur. Ar breur hag ar c’hoar a voa ganet ho daou var eun dro, ha ker bras oa an henvelidigez entrezho ma vije bet diez anaout an eil dioc’h egile anezo panefe ho guiscamant. A hent all e vije lavaret n’o devoa nement eur memez calon hag eur memez ene, hag evelse brema ive ar c’hoar a zante en eun doare bennag ar pez a dremene e speret he breur.

Pa oa deut unneg heur, ar vam, goude beza laket he map da lavaret dezhi abenn diou pe deir guech kement a voa digouezet gantha abaoue m’oa eat euz ar gær, her pedas da vont da gousket. Rag, emezhi, izom avoalch oc’h eus da eana goude kement a dregas, a boan hag a nec’hamant oc’h eus bet en derveziou-ma. Ar c’hont a zaoulinas evit caout benediction he vam, ha neuze en em dennas d’he gampr. An Itron hag he nizez a ieas ive da gousket laouen bras. Mes ar verc’h iaouanc hag ar mevel mad pehini ive en doa, evel an demezel, santet e voa c’hoas eun dra bennag oc’h ober nec’h d’ar c’hont, ne zonjent ket mont da gemeret repos.

An demezel a ieas goustadic da gichen dor cambr he breur, hag ac’hano ep en em ziskuez dezan, her guelas var he zaoulin o pidi. Eul levr a voa etre he zaouarn, hag e save eun tamic he vouez. He c’hoar a dosteas he scouarn da zilaou, hag e clevas petra a lenne… Pedennou an agoni ! Ne devoue ket ar galon da vont da goms outhan, hag ez eas d’he c’hambr mantret. Eun nebeudic goude e teuas Alan da skei var he dor.

— Demezel gez ! Saveteit ho preur ! C’hui epken a ell hen ober.

— Petra zo ? Petra zo c’hoarvezet gant va breur ?

— Oh ! ma c’houfac’h, demezel baour ! Ho preur a ia d’ar maro ! An dudchentil kemeret e Kiberon so barnet d’ar maro er mintin-ma en Alre, ha varc’hoas da c’houlou deiz e vezint fuzillet !

— Ha va breur a dle mervel ive ?

— Ho preur so condaonet evel ar re all. Var he c’her eo lezet da zont da velet he vam. Mes roet en deus he c’her da vont d’ar maro varc’hoas vintin. He c’her ! demezel.

— He c’her ! he henor ! eme ar c’hoar gez ! Mes penaus he zavetei !

— An Aotrou Cont ne vanco ket d’he c’her. Gourc’hemennet en deus din derc’hel prest he varc’h hag he zihuna abenn peder heur. Me zo redet da di Gildas ar merour, hag hen en deus, en eur vouela, lavaret din ar pez a gontan deoc’h.

— An demezel a reas eur zonch hag a lavaras d’ar mevel :

— Va breur ne dai ket d’ar maro ; n’hen dihunit ket ; mirit na vezo trouz ebet en ti epad an noz ; me gemer an afer em c’harg.

— Miret a reot outhan da vont, demezel ?

— Doue n’en deus ket he zigasset d’am mam evit he lamet diganthi. It, ha grit ar pez am eus lavaret deoc’h.

Alan en em dennas, hag an demezel Turgis a ieas d’an daoulin evit pidi eur pennad. Goudeze e scrifas eur ger bennag var eun tam paper hag hen lezas var an daol. Troc’ha a reas he bleo hir ha caer hag ho destumas var an daol e kichen ar paper. Neuze pa gave dezhi oa cousket c’huec he breur, ez eas d’he gampr hag e kemeras he zillad. Teleur a reas eur zell varnezan en eur lavaret a galon kenavezo dezan. An den iaouanc a voa ken torret gant ar skuisder en devoa bet en derveziou araog, ma c’hallas he c’hoar ober he zro ep he zihuna. Deut d’he c’hampr, e lakeas an dillad soudart-ze, ha pa voa en em visket, oc’h ober eur zell er mellezour, e devoue evel aoun, ken henvel en em gave oc’h he breur. Mont a reas goudeze d’ar marchossi eleac’h ma cavas prest marc’h ar C’hont, ervez an urs roet d’ar mevel, hag ez eas en hent ep gouzout dare da zen.

Abenn ma teujot antronoz da gerc’hat an dudchentil evit ho c’has d’ar maro, edo an demezel en ho zouez eleac’h he breur. Mont a reas d’an dachen en eur bidi, he daoulagad izel, rag bez’ez oa unan eus ar guerc’hezet-ze pere, hervez Sant Ambroas, n’o dens ket aoun rag ar maro, mes o deus aoun rag eur zell. Ar gommunion e doa recevet an derc’hent a roe ners dezhi. Ne devoa aoun nemet rag eun dra, na vije dihunet he breur ha na deuje da viret outhi da vervel en he leac’h. Digouezet var an dachen, Escop Dol, pehini a voa etouez ar brizonerien, a roas an absolven diveza, hag an demezel a voue unan eus ar re genta discaret gant ar boulji.

Pemp heur anter oa pa zihunas ar C’hont. Spontet e tilam eus he vele, mes ne gave ket he zillad. Caout a reas eun habit all, hag he guiscas buan. Neuze e tigor an nor hag e caf ar mevel daoulinet var an treuzou.

— Pet heur eo ?

— Re zivezat eo, Aotrou Cont.

— Re zivezat ! malheurus, gouzout a rez petra gollan-me ?

— Ho puez, va mestr ker, a dliac’h da goll du-ze.

— Va henor ! kerc’h buan va marc’h araog ma teui va mam ha va c’hoar. Compren a ellez em oa choant d’ho guelet ; mes va ger am eus roet…

Kementse a voue lavaret a vouez izel, mes gouscoude an Itron a glevas hag a ziredas.

— Itron, eme Alan, dalc’hit-hen, pe ez a da vont d’ar maro!

— Va map, eme ar vam gez, en eur lamet gantha a dro vriat, ne di ket d’ar maro !… Mar marvez, me varvo ive.

Etre daou Alan a voa eat da gampr an demezel evit he gelver da zont da zicour he mam da zelc’her he breur. Mes caer en doa skei, den ne responte. Mont a reas er gampr, ha ne gavas den enhi. Ar guele n’oa bet den enha en noz-ze. Dont a reas en eur grial.

— An demezel ne ma ket aze ! Ne ket bet en he guele :

Buan ez ejont oll da gampr an demezel, hag an Itron Turgis a velas da genta ar bleo hag an tam paper. Cregi a reas er paper, hag e taolas eun taol lagad varnezhan, mes coeza a reas eus he za, hag ar map eo hel lennas. Setu ama petra voa var ar paper-ze :

« Va breur ker, ne varvi ket, ha savetet e vezo da henor. Chom beo, ha consol hor mam ; mir outhi da vouela re din ; hag hen a so dous din mervel evidhout ! Na me so eurus hirio da veza ken henvel ouzit ! Kenavezo, va mam ger ; kenavezo, va breur muia caret ; kenavezo, va c’hoar Adel ; en em velet a raimp adarre etre divrec’h an Aotrou Doue ! » « Mari. »

— Hag e lessen va c’hoar da vont d’ar maro ! eme ar C’hont. Hag en em ziframas eus a zaouarn he vam, hag hen en eul lam d’an traon gant an deleziou. He vam hag ar re all a ieas var he lerc’h. E dor an ti e tigouezas ar merour gantha. Hema a jomas sebezet oll hag a ieas var adren o velet ar C’hont iaouanc.

— Petra, c’hui, Aotrou ! C’hui a zo aze ? Ha piou ma eus-me ta guelet bremaic o coeza dindan ar bouliji, ho tillad gantha, hag henvel poch ouzoc’h ?

— Va c’hoar eo ! maleurus ma zoun ! Va c’hoar eo so maro em leac’h, maro evit va zavetei !

Ar C’hont a goezas semplet, hag he vam, e creiz he anken, e devoue ners calon avoalc’h evit chom en he za ha kemeret sourci eus he map, penher iviziken.

Ar C’hont a voue douget var eur guele en eur gampr cuz. Pa deuaz he anaoudegez dezhan, en devoa eun derzien ar grea. Ne rea nemet alteri, ha crial, o lavaret he lezel da vont ac’hano ; her galvet da vont d’ar maro ; e voa dlet, e voa red dezhan mont d’ar maro.

Ar memez dervez, da noz, Adel, an nizez, guisket evel eur plac’h divar ar meaz, a ieas, Alan, ar merour hag hi, da glasc corf he c’hiniterv. Goude beza clasket pell amzer etouez ar c’horfou maro, he c’hafchont. Delc’her a rea etre daouarn eur chapelet e doa bet guechall digant he breur ; Adel a zerras dezhi he daoulagad, hag a zestumas he c’horf gant ar brassa respet. Neuze Alan hag ar merour he dougas d’ar maner. Laket e voue er chapel, e troad an aoter, hag eno, epad pell amzer, e teujot da bidi evithi.

————


Maro eur breizad.
————

An hini en deuz great ar pennad scrid-ma a ioa eat, brema ez eus tri bloas bennak, da ober eur valeaden dre vouelet Leon. Eno en em gavaz e bourk Ploudalmeze, unan, emezhan, euz ar bourcou brasa zo er Finister. Guelet a reaz ar pez a chom euz a gastel Tremazan, e kichen Aber Porsall. Guelet a reaz ive iliz caer Kersent, savet a nevez guechall gant Tanguy ar C’hastel ha Loiza a Bont’n-Abad he bried. Eno oa diskennet e ti eur mignon dezhan, ha goude beza tremenet eun derveziou bennag e maner he vignoun, e zea da gimiadia diouthan pa deujot da lavaret d’an Aotrou euz ar maner ez oa unan euz he verourien o vont da vervel.

Gouzout a reat oa clanv ar merour-ze eun nebeut a ioa, hag ervez an oad braz en devoa ne c’hellet nemeur esperout e pareje. Gouscoude o clevet oa toc’horeat, an Aotrou a chenchas liou, hag a lavaras d’ar beacher :

— N’oc’h eus guelet morse breizad ebet o vervel ?

— Nan, n’em eus guelet morse breizad ebet var he dremenvan.

— Da Vrest oc’h eus sonch da vont a gredan ?

— Ia, va zonch eo mont da Vrest.

— Mad, deut ganhen ; va merour a chom e parrez Lanrivoare ; ne rit ket a dro o tont dre eno, ha goudeze me ho lacai var hoc’h hent.

Ar beacher a ieaz eta da Lanrivoare, rak c’hoant en doa da velet penauz e varve eur c’hristen caloneg evel ma zoa an darnvuia euz hor bretoned coz. En eur vont e c houlenne oc’h he vignon :

— Petra eo ar merour-ze a garit calz evit doare ?

— He hano zo Corintin Blerez, eur zoudard coz bet er vrezel gant va zad, ha mevel ganthan ; unan eo euz an dud calonek-ze o deus great taoliou caer en ho amzer.

— Hag eo coz bras ?

— C’huezek vloaz ha pevar ugent, ha bete vrema iac’h ha seder c’hoaz evel eun den iaouank. Tud ar c’harter a grede ervad e zaje en tu all d’he gant vloaz, evel eun all a zo maro n’eus ket pell, en arvor aze, e sant Vaze, hag en doa seitek vloaz ha cant. An den-ze a reat Ian ar C’hauzer anezhan, a ioa bet labourer ar porz e Brest, hag en he gosni e voa jardiner beteg he vloaveziou diveza ma voa eat ne rea mui nemet lavaret he chapeled.

Pa zigoueschomp e ti Corintin Blerez, eme ar beacher, e clefchomp gant he vugale en doa bet he sacramanchou en dervez-ze. He gaout a rejomp diners, mes laouen ha dinec’h evel pa vije bet iac’h.

Pebez kem etre ar pez a velemp eno hag ar pez a dremen e kaer peurvuia pa vez unan bennak dare da vervel ! E kaer e veler an anken, an dizesper zoken avechou var bizach an den clanv. Ar re zo var he dro a zo mantret oll ; mar deuz unan bennak hag a bed, lod all a c’hrosmol hag o deus doare d’en em gemeret oc’h Doue. Ne greder ket coms d’an hini clanv euz ar maro a zo tost, nag a Zoue, nag a nicun a virionezou ar feiz ; aoun a ve d’he strafuilla, hag e pellaer mar geller, ar beleg hag ar re all o defe c’hoant da zigas dezhan eur sonjezon vad bennak. Pa dosta ar momet diveza e pellaer, mar geller, ar gerent tosta, ar vugale, ar pried evit na velint ket an hini clanv o vervel. Goudeze ne daint ket zoken d’an ilis na d’ar vered varlerc’h an hini maro : re boaniuz e cafent an dra-ze.

Ne ket evelse e za ar bed gant hor breizaded. Ama n’eus ket a aoun evit comz euz ar maro. Corintin Blerez a ioa eat toc’hor, ha beach en doa o finval he vuzellou evit lavaret eun Ave Maria. Kerkent ha ma voa guelet o tinerza hag o vont en he agoni, e voat redet da diez an amezeien evit ho gelver e kichen guele an den clanv. Oll e voant deut a brez, hag oll discabel, daoulinet e tal ar guele. Eur vaouez, he verc’h a zonch din, a ioa savet var eur scaon e kichen ar guele hag a lavare dezhan bep en amzer : Va zad, tostaat a ra ar maro ; pe va zad, o pet sonch a Zoue hag euz ar Verc’hez galvit-hi d’ho sicour ; ne viot mui pell e poan ; hag an den toc’hor, roucounel ar maro varnezhan, a lavare ken dinec’h ha tra, dre ma c’helle coms : Gouzout a ran ; pedit evidhon !…

Dour benniget a ioa digasset eno, hag e taolet bep an amzer var ar guele. Eur pilet coar, bet benniget da c’houel ar Chandelour, a ioa digaset ive. Pa deue eur voascaden d’an hini clanv, hen alumet, ha pa veze tremenet ar voascaden, her mouget da c’hortoz eur voascaden all.

Var dro eun heur e voue Corintin Blerez evelse araok ma rentaz he huanaden diveza. Kerkent ha ma voa tremenet, he verc’h a zerras dezhan he zaoulagad, a lakeas soubl he benn var ar penn-vele, hag her goloaz evel eun den a vije cousket.

Neuze e voue great, evit he lacat var varv-scaon, eur chapel venn gant liseriou mitieret. Ne deus nemet ar re binvidig hag o defe euz al liseriou-ze ; mes ho fresta a reont a volontez vad d’an amezeien pa varf unan bennak a dost, hag al liseriou-ze a ia en heritach hag a virer gant soursi a rum da rum. Evelse pa za unan bennak divroet d’ho guelet, ne gavont ket avechou netra caeroc’h da ziskuez evit al liseriou-ze a laker da ober eur chapel canv. Oc’h al liseriou-ze e stager n’ous pegement a rubanou hag a zeliou lore laket e croaz ; neuze imachou sent, chapeledou, hag er penn izela euz ar chapel venn, e troad an hini maro, ar groas digaset di euz ar barrez. An oll gerent hag an oll amezeien a deu evit an nosvez canv, hag a dremen an noz o pidi evit an anaoun. Ar gerent tosta, na zoken ar vugale ne guitaint ket ar c’horf-ze ken na vezo diskennet er bez, ha ken n’o devezo clevet trouz ar paladennou kenta a zouar o coeza var an arched.

N’eus pobl ebet hag a henorfe muioc’h ho zud varo, hag a bedfe muioc’h evitho eget na ra ar vretoned. Da zul, nep a iafe da eur barrez var ar meaz, a velfe pephini o vont da zaoulina ha da bidi var beziou he gerent araog ha goude an ofisou ; hag ar rencad tud varo a vez da erbedi er pron, a rent aliez ar pron-ze hirroc’h eget an oferen bred. Da c’houel an anaoun dreist oll ho gueler o vont da vizita beziou ho re varo, hag an nos-ze a dremenont eul loden vad anezhi o pidi evit an anaoun.

————


An diveza manac’h a gouent ar chartreuzed
e kichen Alre.
————

Eur beacher, oc’h ober tro Breiz, a scrif an dra-ma. En em gaout a riz, emezhan, en eur gouent eleac’h ma zoa chartreuzet guech all, hag a zo brema c’hoarezed ar furnez enhi. Oc’h ober tro ar c’hloastr, eleac’h ma zeo peintet, e taolennou, buez sant Bruno, al leanez vad am rene, en em lakeas da gonta din eul loden euz ar pez zo tremenet er gouent coz-ze. Setu ama petra a lavaras din divar benn an diveza manac’h a zo bet eno euz a urz ar chartreuzet.

Ar manac’h diveza-ze a reat Dom Emmanuel anezhan. Er gouent edo araog an dispac’h braz ; he cellulen a zo an digor anezhi var an c’hloastr.

Emmanuel a ioa ginnidig a Bariz, hag a ieas da glouerdi sant Sulpis o sonjal en em renta beleg. Eno e reas mignoniach gant eun den iaouang, hag ho daou en em garent meurbet. Eun dervez, ar c’hloareg all-ze a deuas da gaout Emmanuel hag a lavaras dezhan :

— Me ia da guitat ar c’hlouerdi-ma.

— Ha da belec’h ec’h eus sonch da vont ?

— Da gouent ar chartreuzet.

— Te etouez ar chartreuzet ? sur emaout oc’h ober goap ?

— N’emaoun ket ; me gaf din oun galvet da vont en urs-ze.

— Asa, collet eo da benn ganhez ? Te eun tad chartreuz ? Te, ac’h eus kement a speret hag ac’h eus resevet kement a dalanchou digant Doue ? Hag e zi da lacat an dra-ze oll er bez ? Ha ne ouzout-te ket an tadou-ze a vef disparti an eil dioc’h egile, pep hini en he cellulen, evel pa na ve den er bed nemetho ? En eur ger Emmanuel a gomzas gant kement a ners ma tistroaz he vignon dioc’h he vennoz ha ma chomaz e sant Sulpis.

Doue gouscoude a c’half pephini eleac’h ma plich ganthan, ha goaz aze d’an hini ne zilaou ket he vouez. An den iaouank-ze a grogaz an enouamant enhan er c’hlouerdi, hag her c’huiteaz. Eat er bed e tilezas nebeut ha nebeut he zeveriou a gristen ; goudeze ez eaz er meaz euz ar Frans hag en em roas d’an dizurs.

Anat eo e reas kementse eur boan vras da Emmanuel. N’en doa comzet nemet dre scanvadurez, hag edo pell dioc’h sonjal e tlie eun ali roet ganthan dre c’hoarz ober kement a zrouk. Ober a ra dezhan he unan rebechou c’hoero da veza diframet eun ene euz a dre daouarn Doue, hag e reaz he zonch d’en em rei d’ar binijen evit an nemorant euz he vuez ; hag evit repari guelloc’h an droug en doa great, e sonjas mont he unan da gouent ar Chartreuzed, eleac’h an hini ma en doa miret outhan da vont di. Bugale sant Bruno hen resevaz, ha pa en doa great he venou her c’haschont da eur gouent o devoa e gouelet Breiz etouez al lann hag ar brug.

Eun nebeut bloaveziou goude e tirollaz an dispac’h braz e Frans ; ar c’houenchou a voe laeret, ar venac’h taolet er meaz ; ar rann-galon a ioa en oll lec’hiou santel. Couent chartreuzet Alre ne voue ket espernet. Emmanuel hag he vreudeur, goude beza gant calz a c’hlac’har lavaret kenavezo d’ho c’houent, a voue red dezho kuitat ar mogeriou-coz ze eleac’h ma o devoa cavet ar peoc’h ha ma o doa roet ar skuer euz an oll vertuziou abaoue meur a gant vloas. Hor manac’h a ieaz en harlu d’an Holland ; hogen pell dioc’h Breiz ne c’helle ket en em blijout na delc’her var he c’hlac’har. Rebechou a rea dezhan he unan abalamour m’en doa dilezet he gouent coz, hag abalamour n’oa ket chomet cuzet var dro eno evit ober eur vad bennag d’he vreudeur a c’houzanve eur voaskerez ker cris. Evel ne bade ket e sonjaz, en han’ Doue, treuzi harziou ar rouantelez. O veza cavet unan bennag hag a c’hellet fiziout enhan, en em lakeaz en eul lestr etouez eun nebeut sac’hadou marc’hadourez hag e voue taolet evelse var aodchou ar Frans. Neuze gant mil boan e treuzaz ar vro hag e tigouezaz erfin e Breiz eleac’h ma crede e voa galvet gant Doue.

Siouas n’en devoe ket ar blijadur da c’hellout en em guzet etouez ar pez a chome euz he gouent. An dispac’herien a c’houlenne hag a roe arc’hant evit caout pennou an oll veleien hag an oll venac’h.

E Guened edo ar chafot nos deiz en he za prest da ziscar pennou. Evel ne voa bet morse ermeaz euz he cellulen, ne anaie ket ken nebeut ar c’harter tro var dro. Nec’het en em gavas ; ne vouie ket penaus beva evit ober eur vad bennak dre eno. Doue a gavas dezhan eul leac’h hag eno e c’heljo labourat evit gloar Doue ha silvidigez an eneou, en eur heulia reglen sant Bruno.

E kær benn an Departamant edo var zao, evel ma on eus lavaret, ar c’hillotin. Di an dispac’herien a dreine bep sizun muia ma c’hellent a dud, beleien, noblans, bourc’hizien, tud a vicher, kement a grede e Doue hag o doa c’hoant da lacat eun tam urs vad bennak ; ho fennou a goeze eno, hag ar bobl difeiz a stracle he zaouarn evel mesvet gant ar goad.

Dirag ar c’hillotin ez oa eun ti hag a ioa enhan christenien vad, tud calonek. Perc’hen an ti-ze o clevet oa deut Dom Emmanuel en dro, a ieas d’he glask.

Ep gouzout da zen hen digasas d’he di, hag e reas dezhan sevel d’he c’hrignol, e kichen an doen. Eno e tiskuezas dezhan eun toul er voger, hag e lavaras :

— Sellit, va zad, setu aze eur cellulen evidoc’h, Doue a c’houlen ma chomfac’h aze evit he servicha.

— Mes, eme Emmanuel, pe seurt vad a c’hellin-me da ober d’an eneou en toul du-ma.

Neuze mestr an ti a dennaz eur mean sclent euz an doen hag a lavaras d’ar manac’h :

— Sellit, va zad, setu aze ar chafot dirazoc’h ; pa vezo digaset tud aze d’ar maro, e c’hellit sevel ho torn ha rei an absolven dezho araok ma coezo ho fenn dindan ar c’hillotin.

Dom Emmanuel a anavezas neuze eo Doue en doa hen digaset di. Eno e tigaset he vevans dezhan, hag eno e tremenas meur a zizun o pidi hag oc’h absolvi ar re a zigaset d’ar maro.

Eun dervez, dervez scrijuz, e voue digaset eun tiad a bez, seiz, an tad, ar vam ha pemp bugel ; sevel a rejont var an chafot an eil varlerc’h egile ; ar vugale a zelle oc’h ho mam, hag houma a ziskueze dezho an Env, hag ho zad ho bennige. Ar manac’h a zavas seis guech he zorn evit rei an absolven d’ar seis christen calonek-ze ; seis penn, a velaz o ruilla er goad ; pa voa coezet avad ar seisvet penn he nerz a vancas dezhan, hag e coezas semplet en he cellulen.

Pa voa dizemplet ar manac’h kez, an daolen heuzuz en doa guelet ne deas mui euz he speret. Guelet a rea ato ar vam gre ha calonek-ze ne felle dezhi mervel nemet varlerc’h he bugale, o courachi pep-hini anezho, guelet a rea ho zad o tiskuez dezho ez eant d’en em gaout adarre en Env, guelet a rea pennou ar vugale-ze o ruilla etouez ar pri hag ar goad, ha pennou ho zad hag ho mam o coeza varnezho. Epad eun nebeut derveziou e voue ne vele nemet goad, ha bete fin he vuez e crene ato bevech ma teue he spered da zonjal en daolen scrijus-ze.

Erfin e plijas gant Doue rei guelloc’h amzeriou d’ar Frans. Hor bro baour anter distrujet, a zavas adarre. Ar relijion a deuaz en dro, ha ganthi ar vuez. Lod euz a gouenchou coz Breiz-Izel a voue savet adarre, mes evit relijiuzed all. Evelse couent ar chartreuzed a Alre a voue laket enhi c’hoarezed ar furnez. Al leanezed-ze, o veza clevet hano euz ar manac’h Dom Emmanuel, her goulennaz evit ho beleg, hag ar manac’h mad a deuas da echui he vuez er gouent coz en doa caret kement.

Caer oa guelet an diveza euz ar chartreuzet o pidi er c’hloastr-ze eleac’h m’eo peintet buez sant Bruno. Brao oa he velet o chom a za dirag he cellulen goz, hag o taoulina var beziou he vreudeur.

En he amzeriou diveza en devoue cals da c’houzanv ; mes ar pez a ioa bet kiriek dezhan da vont d’ar gouent a rea dezhan gouzanv ato ep en em glem.

« Ha ne dlean-me ket, emezhan, ober pinijen evit ar reuzeudik-ze am eus distroet dioc’h ar stad ma voa galvet dezhan ? Va cellulen ha n’emahi-ket aze evit digas sonch din euz an ene paour-ze ? » ha neuze e save he ene varzu Doue en eur huanada.

Dom Emmanuel a varvaz eno, hag he gorf, ervez he c’houlen, a voue beziet etouez re he vreudeur muia caret. Ato e talc’her sonch anezhan en ti-ze eleac’h ma en deus roet skuer vad hag araog ha goude an dispac’h, ha credabl eo ne vezo morse ancounac’het.

————


An inkin benniget.
————
I

Eur verc’hig hanvet Godik a ia a dreuz ar c’hoad, en eur neza he c’hegil hag o poulza en he raok daou zanvad guenn. Diarc’hen eo ha guisket paour ; evelato avad he c’hlever o cana gae. An Env azioc’h he fenn a zo ker glaz hag an heol a zo ker skedus ; ar bleuniou a zo ker caer, hag al labouset zo ken dudiuz ho c’han !

Pa e devoa treuzet ar c’hoad, Godig a lezaz he denved da beuri hag a azezas var bord eur sterig a ioa eno evit neza en eur zourrigal eur ganaouen.

Souden e chenchas son ; he neuden a dorraz, hag he inkin a guezaz er ster.

O va Jesus ! emezhi en eur vouela, collet va inkin ; ha petra lavaro va mam ! va inkin a ioa dija eur bloueneud varnezhan. O Guerc’hez Vari, o pet truez ouzin !

Caer e devoue dask he inkin, n’her c’havas ket. Goude beza furchet eur pennad mad gant he daouarn ha gant he c’hegil, ec’h azezaz adarre var ar geot evit gouela he goalc’h.

Ker glac’haret e voa ma na glevas ket an deliou nag ar bodennou o trouzial er c’hoad gant eur potrik coant a deue etrezeg eno, hag a jomaz a za da zellet outhi.

Ar potrig a ioa guisket caer ; he zrem a ioa skeduz, he vleo melen a luie dindan eun tog a ioa eur bluen venn oc’h he gern.

Pa velas ne rea van ar verc’hik glac’haret, ez eas beteg enhi hag e lakeaz he zorn var he scoas.

— Perag e lenvez, emezhan ?

Godig a reaz eul lam ; o velet bizach vrao ar potrig a ioa en he c’hichen, e reaz eur musc’hoarz a dreuz he daelou. — Ar potrig a lavaraz adarre :

— Glac’haret braz out, em eus douet ?

— O ia, va aotrou bihan ; glac’haret oun sur, ha glac’haret bras. Va Doue ! petra a rin-me ! Ha Godig adarre da vouela.

— Petra zo digouezet ganhez-ta ? Eat euz unan eus da zenved gant ar bleiz ; Em euz aoun ne c’heus ki ebet evit ho dioual.

— Fant Madek zo re baour evit caout eur c’hi. N’on eus nemet daou zanvad, ha morse ne deont diouzin. Ar pez a ra din gouela eo ma’zeo torret va neuden ha va inkin zo coezet er ster.

— Hag e caf dit ez eo eur goalheur bras beza collet da inkin, a lavaraz ar potrig en eur vusc’hoarzin.

— Anat avoalc’h eo ne anavezit ket Godik ; anez na lavarjac’h ket an dra-ze. Me n’em eus ket, evel ar vugale-all, eun tad hag eur vam leun a garantez evidhon. Va mam zo maro pa voan bihanik ; va zad ive zo maro tri bloas zo. N’em eus nemet eul lezvam, hag hi e deuz eur bugel all… Godik ne lavaras ken.

— Ha da lezvam ne ket mad ouzit ?

— Me zo eur zam evithi. Gouscoude panefe hi me rankje mont da glask va bouet ; hag an dra-ze zo cris !

— Da viana ne vezez ket bazatet gant da lezvam ?

Godik ne lavaras ger.

— Asa, pa zi d’ar gær, bazatet e vezi-te abalamour mac’h eus collet da inkin ?

Godik ne lavaras ger adarre, mes en em lacat a reas da grena.

Ar potrig a azezaz neuze var ar geot en he c’hichen, hag a lavaras :

— Paour kez Godik, me vel ervad ec’h eus cals da c’houzanv gant da lezvam. Ma vijen bet eur goas me am bije da zifennet, m’em bije miret na vije great poan dit ; mes ne doun nemet eur bugel, Jilik ! Ma c’helfen da viana caout dit da inkin ?

— Siouaz ! aotrou, ne zervich ket. Ar Verc’hez epken a elfe he renta din. Me zo bet pell avoalc’h oc’h he glask. Ha va lezvam pa velo n’em eus nezet tam ! O va Doue, nag hen zo reuzeudig an hini n’en deus ket eur guir vam ! Nag hen a ioa carantezus va mam, an hini zo eat gant Doue ! Hag o lavaret kementse Godig a zave varzu an Env he daoulagad leun a zaelou.

— Paourkez Godig !.. Mar kerez me ielo er ster da glask an inkin — Jilig a ioa o sonjal laraet en dour, mes Godig a grogas buhan enhan hag hen dalc’has.

— Oh, aotrou, emezhi, guelloc’h e ve ganhen beza lezet daou zervez dioc’htu ep tam bara, ha caout bazadou bete’r goad, eget ho kuelet o vont d’en em deleur en dour aze. Sellit mar kirit ni ielo da bidi Guerc’hez an derven. Claoustre e teui d’hor zicour.

Godig a grogaz e dorn Jilik. N’e doa mui a aoun rag he zillad brao. He gas a reas da gichen eur ve zeu dero eleac’h ma e devoa cavet eun toul ha laket enha eun imach d’ar Verc’hez. An imach a ioa dister ha divalo, n’eus fors, imach mam Doue oa.

Godig a reaz, a greiz calon, eur beden d’an Itron-Varia, ha Jilig a lavaraz ive ar beden var he lerc’h. Pa zavaz ar goueriadezik paour, he daoulagad a ioa skedus gant ar feiz hag an esperans.

— Godig ! Godig ! eme Jil, me da zaveteo. Sell, epad ma edomp o pidi ez eus deut eur zonch vad em speret ; ar Verc’hez, ep mar eo e deuz he digaset din. Chom aze d’am gortoz ha da drugarecat mam Doue.

Ha Jil kuit ac’hano d’ar red. Godig a glevaz eur pennad trouz he dreid o skei stank stank dre ar c’hoad. Abenn eur pennadik ne glevas mui trouz ebet. Hogen ne devoa ket a encrez. Ne anaie ket ar potrig iaouank-ze ; hogen ker mad en doa doare da veza, ma crede stard n’en doa ket clasket ober goab anezhi.

Godig a jome ato var he daoulin, o pidi patronez an dud reuzeudig, hag he c’halon a ioa leun a fizians.

Pa e devoa Godik pedet eur pennad, e clevas trous.

— Ema erru, emez-hi.

E guirionez, Jil a ioa o tont, d’ar red, eat ber he halan, ha ruz evel eur gerezen. N’edo ket he unan ; oc’h he heul ez oa eur verc’hik coant, eun demezellik eis pe nao bloas.

— Godig, eme Jil, paouez da vouela, setu Franseza ama deut d’as sicour.

Godig a zavaz he daoulagad da zellet oc’h an demezel.

— O va Doue, ernezhi, lavaret a rafet eun æl euz ar barados.

— Lavaret mad a rez, eun sel eo ive, eme Jil.

Jil, eme an demezel, gouzout a rit e deuz an itron, va mam, difennet ouzoc’h comz ac’hanon evelse. — Hag o trei oc’h Godik. — Da inkin, emezhi, ac’h eus collet ?

— Ia, demezel, aze, aze eo coezet er ster.

— Cleo, eme Franseza, mar kerez prometi din e lavari bep mintin ha bemnoz eur beden evit mad Breiz, me roio dit eun inkin all.

Daoulagat Godig a deuas laouen.

Franseza a ziskuezas dezhi eun inkin brao, eur vozad neud varnezhan.

— Oh ! hennez zo cals caeroc’h eget va hini-me ! Hag o pefe ar vadelez d’he rei din, demezel ? Godig ne grede ket cregi enhan ; mes Franseza hen lakeas dezhi en he dorn.

— Oh ! na c’hui a zo mad, demezel ! Ha penauz e c’hellin-me ho trugarecat ? Oh ! ar Verc’hez e deus silaouet mad va feden.

— Ha ma c’houfes-ta euz a beleac’h e teu an inkin-ze ? Unan euz va mamou coz, an itron Huelina a Zinan, a ieas da bardona d’an douar santel. Evel ma zoa eur vaouez ha ne eane tam, o veza ato o neza pe o c’hriat evit guisca ar beorien, e devoa c’hoant e vije benniget ar benviachou ma en em zerviche anezho. Cas a reas ganthi d’an douar santel eur stroillad inkiniou, hag e lakeaz ho bennigen ha touch anezho oc’h bez hor Zalver, en eur bedi Doue da rei he vennos d’ar merc’hed iaouang a nesje gantho, gant ma vijent fur hag aketus d’al labour. Unan euz an inkiniou benniget-ze eo a ginnigan dit hirio, Godik. Dioual avad na golli hennez !

— Doue ra viro, eme C’hodig, en eur boket c’hoek d’an inkin.

— Me’m eus clevet, eme Jil, gant an inkin-ze e tor an neuden dalc’h mad, pa vez etre daouarn eur plac’h ha ne ket fur. Guir eo Franseza ?

— Ia, an itron va mam e deus lavaret an dra-ze din meur a vech.

— Mes ganec’h-hu, Franseza, an neuden ne ket bet torret morse.

— Me ra va gallout evit servicha mad hor Zalver Jesus hag he vam ar Verc’hez, eme Franseza. Me gred ervad Godig a raio ive. Alo, Jil, deomp ac’hann d’ar c’hastel, rak nec’het e vior ganeomp, ha neuze miret a reomp oc’h Godik da labourat.

— Oh nan, nan, demezel ; mes kement a blijadur am euz o caout an inkin brao-ma, ma ne ouzon ket ha me c’hello labourat ganthan.

— Eo, eo. labour gantha, ha buan, eme Jil ; amzer a pezo c’hoas da ober da gegillad, ha neuze da lezvarn. Godig a reas eur zell oc’h Jil hag a gasaz he bez d’he muzellou evit diskuez dezhan ne felle ket dezhi e vije tamallet he lezvam, ha Jil a davas.

Neuze Godig a c’hlibiaz he bez, a stagas penn an neuden a ioa var an inkin oc’h al lin a ioa var he c’hegil, hag en em lakeas da neza.

— Oh ! nag hen zo scanv, emezhi ! Brema n’em eus ket a geus d’an hini zo coezet er ster. Nag hi a zo mad, ar Verc’hez Vari ! Roet e deus din cals muioc’h eget na c’houlennen !

— Va mam, eme Franseza, e deus lavaret din e tifen ato ar vugale zo mad ha devot. Me en em gaf eurus da veza gallet dont d’as sicour.

Jil ha Franseza ne skuizent ket o velet inkin Godig o vont en dro. An demezel gouscoude a lavaraz eun eil guech da Jil e vije nec’het ho c’herent gantho, hag e leverjont kenavezo d’an nezerez vihan.

Godig a lavaras kel lentig ha tra :

— Aotrou, ha c’hui, demezel, livirit din hoc’h hanoiou evit ma c’hellin caout sonch ac’hanoc’h em pedennou.

An daou vugel a reas eur musc’hoarz an eil oc’h egile, ha Jil a lavaras :

— Va hano zo Jil a Vreiz, ha Franseza zo merc’h d’an aotrou a Zinan, perc’hen ar c’harter-ma.

— Map an aotrou duk ? eme C’hodig, estlamet oll. O Jesus ! penauz em eus-me meritet eur c’hras ker braz ? Ha c’hui, demezel, c’hui eo ar brinsez vihan-ze ker mad a leverer kement a vad anezhi er vro-ma ?

— Comz a rer ac’hanon ? eme Franseza ; me zo c’hoas gouscoude eur bugel disterik.

— An hini a dle beza prinsez a Vreiz ne ket eur bugel disterig eo, eme Jil.

Franseza ne lavaras ger ; ne reas nemet musc’hoarzin. Asten a reaz he dorn d’an nezerez evit kimiada. Godig a lamas gant dorn guenn an demezel hag a bocas calonek dezhan en eur lavaret : bennos Doue !

— Kenavezo, Godig, eme an daou vugel. Neuze e zejont adarre dar red adreuz ar c’hoat.

II

Godig a jomas da zellet outho keit ha ma c’hellaz ho guelet ; goudeze e chomas da zilaou keit ha ma c’hellaz ho c’hlevet ; ha pa n’o c’hleve mui, e teuas puil an daelou euz he daoulagad.

— Marteze n’ho guelin mui, emezhi.

Ar pez a elle avoalc’h beza guir ; rak Jannet a Frans, pried Ian-a-Vreiz n’oa nemet eun derveziou bennag abaoue ma edo gant ar prins Jil e castel an Hardouinay, castel hag a ioa da aotronez Dinan, hag e tlie mont ac’hano daou zervez goude d’an Naonet da c’houel Sant Donatian ha Sant Rogatian a ioa, ervez ar bobl, euz a c’hoad duked Breiz. Aotronez Dinan ive a jome peurliessa e castel Guildo, ha ne deuent nemet eur vech en amzer da gastel an Hardouinay eleac’h ma tremene ar pez a vercomp ama. Dibaot e vije-ta da C’hodik guelet eno ken an daou vugel mad-ze.

Ar verc’hig, en eur huanada, a ieas da azeza e troad derven an Itron-Varia, hag en em lakeas da neza en dra c’helle. Abenn m’oa deut ar mare dezhi da vont d’ar gaer, e devoa rinset he c’hegil. Pa zigoueaz, eur penn tenval a vaouez a ioa oc’h he gortos var dreuzou an ti, hag en he c’hichen eur potrik divalo, eur pennad bleo rus biscoulet dezhan. An daou-ze oa Fant Madec lezvam Godik ha Per Madek he lezvreur.

Fant a lavaraz eur goms trenk bennak d’ar plac’hik ; Godik ne lavaras ger. Da c’hortos coan en em lakeas da c’hoari gant he anter breur ; mes hema a ioa eur bugel kintuz ha ginet, hag eleac’h c’hoari, en em lakeas da lenva. Al lezvam pehini ne glaske nemet eun digarez evit canna ar verc’h, a gemeraz eur vaz, ha goude beza he bazatet, e stlapas dezhi eun tam bara du hag he c’hasas da gousket.

Godig a ioa he guele en eur c’horn euz an ti, e kichen eur c’hos toul prenest. Ar guele-ze ne voa varnezhan nemet eur c’hos tam liser bennak var eun nebeut colo. Eno gouscoude e couske c’hoek, daoust ma voa kizidig he izili gant ar bazadou a reseve bemdez.

Godig a ioa devot, hag a garie staga imachou sænt oc’h he guele. Al lezvam a c’houie kementse, hag a lamaz an imachou-ze kuit. Neuze Godig a bede muia ma c’helle dirag Guerc’hez an derven ; da noz avad oa eur boan evithi ne alle ket, araok cousket, poket da dreid imach hor Zalver hag hini he vam santel. En nosvez-ze avad e voa laouen meurbet dre ma c’hellas poket d’an inkin a ioa bet touch oc’h bez map Doue.

— Daoust pe ger reuzeudig oun, emezhi, n’em bezo morse kement da c’houzanv hag en deus gouzanvet va Jesus carantezuz evidhon ! hag en em roas neuze da gousket o sonjal en tenzor e devoa bet digant ar brinsez Franseza.

Abenn eun nebeut bloaveziou goude ar pez on eus merket er pennadou diaraok, Godik ne voa mui ar bugel on eus guelet e kichen ster Itron-Varia an derven, he liou fresk ha ruz evel ar roz. Evel ma voa tenn he buez, ma voa red dezhi dioueret cals traou, ma voa goal gaset aliez ha m’e devoa cals nec’hamanchou da c’houzanv, e voa eat he ners da netra. He bizach a ioa ato coant, mes ken drouklivet, ker guenn, ken treud oa ma voa eur scrij he guelet. He daoulagad c’hlaz a ioa eur c’helc’h brondu en dro dezho, hag he c’horf a ioa croumet varzu an douar evel pa vije coz.

Ar re he guele var an hent a drueze dezhi hag a lavare :

— Godik kez ne dai ket abell ken !

Pa lavaret an dra-ze dirak Fant Madek, houma a zave he diouscouaz hag a lavare :

— Ne garfen ket he maro, ar verc’h kez ! Gouscoude ma teufe Doue d’he c’has ganthan, e ve eur zam tennet divar va c’hein.

O velet he c’halon griz, hiniennou a responte dezhi :

— Me gave din gouscoude e rea Godik cals sicour. deoc’h, rak dalc’hmad ema o neza pe oc’h ober traou all, eleac’h ho map, ar Ruzik, ne ra nemeur a dra, a zonch din.

— Ma na c’hounesfe ket he bara ive ! eme Fant. Avoalc’h eo, a gredan he guisca hag he loja evit netra. En ti ne ra vad ebet din, rak n’e deus na ners na calon. Ma crette, a lacan, e lesfe ganhen he guele da aoza.

Etre daou Godig a droe ato he inkin, ha pa na veze ket he lesvam var al leac’h e rea eur c’hraf bennag en he dillad, rag eur burzud oa ne deant ket a damou keit he lezet ep rei dezhi re nevez.

Eun nosvez, e mis meurs, Fant hag ar ruzig (ar mab a ioa bet leshanvet evelse abalamour d’he vleo ruz) en em lakeas goaz eget biscoas var buez ar vinorez paour. Cas a rejont ar grisderi bete bihanaat an tam bara du a roent dezhi bemdez evit poan he dervez. Godig en em dennas da dal he guele evit cuzet he daelou. Eno stouet var an douar gleb, he daouarn e croas ganthi var he inkin muia caret, e chomas pell da bidi.

N’oa trouz ebet mui en ti ; Fant hag ar ruzig a ioa cousket, ha Godig a bede ato. Souden e reaz eur scrijaden ; caout a rea dezhi e devoa clevet skei eun taol var an or. Sevel a reaz hag e tigoraz eun toul prenest a ioa eno e kichen. Lacat a reaz he fenn hirra ma c’helle da zellet er meaz. An noz a ioa ien, rag ar goan n’oa ket eat c’hoaz ebiou. Mes al loar a ioa sclear hag e c’helle guelet splam kement a ioa a dost d’an ti. Hogen caer e devoa sellet, ne vele den.

— Ne ouzon ket petra am eus clevet, em euz aoun, emezhi ; hag hi o serra ar prenest, hag o sonjal en em lacat en he guele.

Pa edo o tivisca he dillad e clevaz eun taol all. Neuze e chomas da zonjal ha da zilaou eur pennad, evit beza sur ne ket uvreal eo a rea. Lacat a reas neuze buan an dillad e devoa divisket, hag e redas da gaout guele he lesvam.

— Va mam emezhi en eur grena, aze e maer o skei var dor an ti. N’oc’h eus-hu ket clevet ? digoret e vezo ?

— Pe seurt diotach a zo adarre tremenet dre da benn-te ? Ne glevan netra nemedot-te aze o vatouillat, kea alesse da gousket ha ro peoc’h din-me.

— Va mam, ha mar deo eur paour kez bennak chomet dindan an amzer, ha ne garfac’h-hu ket rei digor dezhan ? Mar kirit me ia da velet petra a c’houlen.

— Me’m eus lavaret dit out eun diodez, ha ne zigori ket pe me velo. Marteze ez euz eul lampon bennag aze. Na jom ket da derri va fenn din-me, pe bremaik.

Godig e devoa c’hoant da lavaret eun dra bennak c’hoas ; mes ne devoue ket a amzer. Al lesvam a ioa keuneut e kichen he gueie. Kemeret a reaz eur pennad keuneut corden, hag her stlapaz a drojou oc’h he lesverc’h. Guella pez a zo, an noz a ioa sclear, ha Godig a ellas trei divar hent an tam keuneut, hag a ieaz adarre da gichen he guele ep lavaret ger mui.

Godig a ioa nec’het meurbet. Mont a reaz adarre da zellet dre an toui prenest, mes caer e devoue, ne velas netra. Gouscoude n’oa ket evit en em rei da gousket.

— Petra a rin-me ? emezhi. Va lesvam ne fell ket dezhi e tigorfen, ha gouscoude marteze ez euz aze unan bennag o c’houzanv poan.

Dont a reas da zonch dezhi e voa, e kichen he guele eun or hag a scoe var ar c’hraou zaout. Setu hi-ta oc’h ober he zonch da vont dre’n hent-se da velet hag hen a ioa a dost d’an ti unan bennag o c’houlen sicour.

— Mar d’eo, emezhi, eur paour hag eh deus naon, e roin dezhan va zam bara ; rak ne devoa ket debret an tam bara roet dezhi evit he c’hoan. Morse ne deuaz en he zonch e c’halje beza eno eul laer pe eul lampon bennak. Ne zonje nemet da ober vad da eun den reuzeudik chomet er meas dindan an amzer.

Setu-hi ta o vont gouestata ma c’helle evit na zihunje ket he lesvam hag he anter vreur. Ober a reaz an dro dan ti ; sellet a reas piz a bep tu ; mes ne velas netra. Kementse he lakea nec’het.

— Gouscoude emezhi, clevet em eus skei var an or, hag a dra zur e tle beza dre aze unan bennag hag en deus riou ha naoun, pe marteze encrez.

Setu-hi, eleac’h mont d’an ti en dro, hag o vont varzu ar c’hoat, varzu Itron-Varia an Derven. Eun dra bennag a lavare dezhi e voa unan bennag hag a c’houlenne sicour diganthi. An avel a c’hoeze hag a voude : lavaret e vije e clefjet moueziou tud oc’h en em glem. Godig a zonje en eneou ar purgator, hag a valee en eur lavaret ar chapeled hag an De profundis.

III

Godik n’oa ket aounik. Ne alle ket miret gouscoude da veza strafuillet eun tamig o clevet an avel o sourral hag o sonjal er pez a deue en he speret.

Goude beza pedet eun nebeut dirak Guerc’hez an derven, Godig en em gave diencrezet, hag e sonje sevel ha distrei d’an ti, pa glevaz eur griaden skiltruz, eur iouaden glemnuz hag a ieas beteg he c’halon.

— Daoust, emezhi, ha va fenn a ia e barboel, daoust petra zo en nos-ma ? ha neuze eur baourez kez eveldonme, pe seurt vad a oufen-me da ober da zen ? Gouscoude mar deuz unan bennag e poan, eo red din he zicour. Ne ket evit netra en deus Doue va digaset beteg ama.

Ha Godig, he chapelet en eun dorn, hag he inkin benniget en eun dorn all, en em lakeas da dreuzi ar c’hoad.

Castel an Hardouinay ne veze tud enhan nemet eur vech en amzer. Abaoue ma voa tremenet Jannet a Frans dre eno, tud ar c’harter n’o devoa guelet nemeur digor doriou ar C’hastel ; en hevelep doare ma o devoa evel aoun o tremen ebiou d’ar c’hreou ha d’ar mogeriou dilezet-ze.

Pa e devoa treuzet ar c’hoat, Godig en em gavas dirag ar C’hastel. An amzer a ioa ien ; hogen ar verc’h paour n’e devoa ket a riou. Kentse divera a rea ar c’hoez dioc’h he zal ; rag ouspen ma voa eat buan, aoun e devoa ive. Clevet a rea ato bep er mare ar griaden e devoa clevet e kichen Guerc’hez an derven, hag ar vouez a iea ato truezusoc’h truezusa.

— Ar vouez-ze, ep mar, a deu euz ar C’hastel, eme C’hodig ; Enr prizonier bennag a rank beza aze. O va Doue ! ha me n’em eus netra da rei dezhan !

Ar plac’h iaouang a lame he c’halon en he c’hreiz. Mont a reas beteg an doufez, hag e selle o clask guelet eun dra bennak. Neuze e clevas freaz ar c’homzou-ma :

Truez ! truez evit eur prizonier ! abalamour da Zoue, eun tam bara da vab an Dug a Vreiz !

Me ho les da zonjal pe ger mantret e chomas Godik Eur mab a Vreiz o c’houlen bara ! Coeza a reas d’an douar fatet ; mes an daelou a ziruillaz euz he daoulagad hag e c’hellas neuze sevel en he za. Tam bara he c’hoan a ioa c’hoaz en he godel ; red oa e gis pe c’hiz he gas da vap Breiz.

Ar c’hlemou e doa clevet a deue euz a eun tour a scoe var eul leac’h distro euz ar c’hoat. Evit mont beteg eno oa red treuzi an doufez. A drugare Doue e zoa nebeut a zour enhi ; hogen hag e vije bet leun, Godik ne vije ket chomet da varc’hata. Disken a reaz a ruz en doufez, hag en tu all e cripas guella ma c’hellas.

Ar prizonier a ioa eno oa Jil a Vreiz he unan. Tamallet oa bet da veza a unan gant ar saozon a ioa neuze e brezel oc’h he vreur, Fransez kenta, Dug a Vreiz. An dug a ioa en em lezet da veza tromplet gant he ofiserien a rea al lez hag al lezen dezhan. Unan anezho dreist oll, en devoa casoni oc’h ar prins Jil abalamour d’ar brinsez Franseza en devoa bet c’hoant da gaout he unan evit pried. An dostennerien-ze a reas kement var speret an Duk, ma hen lakejont da gassat he vreur, ha ma hen lezaz etre ho daouarn ; hag ar re-ma hen diskennaz en eur c’hao euz ar c’hastel dilezet evit ma varfche eno gant an naoun.

Pa zigouezaz Godig e kichen prenest ar c’hastel, e velaz eno eun den drouklivet, toullet oll he zivoc’h, he zaouarn treud ha seac’h evel re an ankou. Cregi a rea en dra c’helle er barrigner houarn a ioa a dreuz hag a hed er prenest evel eur c’hrill, hag e lavare gant eur vouez glac’harus : m’em eus naoun ! m’em eus naoun !

Panefe he c’harantez hag he c’hoant da ober vad, Godig a vije bet fatet o velet eun dra evelse He anken a roas ners dezhi, hag e chellas, dioc’h an diaveas, cripat ive oc’h ar barrigner houarn ha lavaret goustadik d’ar prizonier :

— Aotrou Jil ! setu ama bara.

— Piou out-te ? eme ar prizonier o tistrei buhan da velet piou a gomze. Eal a bers Doue, hag euz ar Baradoz e tenes-te ?

— Oh nan, ne d’oun nemet eur goueriadez paour, ker paour zoken, ma n’am eus da ginnigen da eur mab a Vreiz nemet eun tam bara du. Me eo Godik Madek.

— Godig ? eme ar prins en eur gas buhan ar bara d’he c’hinou hag o chocat varnezhan chasun, Godik ? Peleac’h em eus-me clevet an hano-ze ? ha ne ket te oa ar verc’hik-ze da behini Franseza ha me a gasaz eun inkin brema ez euz eun nebeut bloaveziou ?

— Ema ama ganhen an inkin, va frins ; n’oun ket bet discroget anezhan abaoue.

— Ha penaus, merc’h keaz, ec’h eus-te gallet e creiz an noz dont da zicour da brins ? rak va buez a zaveteez din, Godik Daou zervez zo, daou zervez hir, cleo, n’o deus roet tam din. Eat oun diners, dare oun da vervel. Ah ! plijet gant Doue pardoni din va fec’hejou o velet ar poaniou am eus da c’houzanv. Godig, eur banne dour ? en han’ Doue, eur bannik dour !

Jil a ieaz-a drein da gaout eur gos skabel dorret a ioa en toul prizon-ze, hag a zigasas ganthan eur podik dour a ioa eno seac’h. He rei a reas da C’hodig dre voask ar barrigner, hag houma, goude beza lavaret dezhan kemeret fizians, a ieaz adarre dre an hent ma voa deut evit kerc’hat dour. Treuzi a reaz ar c’hoad, hag ez eas da garga he fod da ster Guerc’hez an derven. Teleur a reaz he inkin benniget var ar geot evit caout he daou zorn dieub da garga dour.

O burzud, pa deuas da gerc’hat he inkin, e voa en dro dezhan eur vodennad sivi fresk ha dare. Sivi e mis meurs ha dre eun amzer ker ien ! An dra-ze ne elle beza nemet eur prezant digant ar Verc’hez. Mont a reas d’an daoulin da drugarecat Mam Doue ; neuze e cutuillaz ar sivi hag ho c’hasas ganthi kempen en he zavancher, hag hi adarre d’ar red a dreuz ar c’hoat.

Ar prizonier paour a loskaz eur griaden a laouenidigez o velet ar sivi-ze ker fresk ha c’hoez ker mad gantho.

— Sivi ! emezhan ; ha sorserez out-he, Godik ?

— Oh ! n’oun ket, va frins ; me zo ker souezet ha c’hui ! Doue hag an Itron ar Verc’hez a zo mad meurbet em c’henver. Debrit ar sivi-ze ep aoun ; evidoc’h int lakeat da zarevi. Me am boa laket inkin an Itron Huelina a Zinan var an douar keit ha ma edon o tenna dour, hag epad an amzer-ze ar sivi-ma zo coezet euz ar Barados. Ouspen ar burzud-ze zo digouezet henoz. Neuze keit ha ma torre ar prins he naoun hag he zec’het, ha ma saoure ar sivi blazed mad-ze, Godig a gontas dezhan ar pez a ioa digouezet, an taoliou e doa clevet da skei var an or, ar c’hlemmou truezuz e doa clevet dre ma treuze ar c’hoat.

— An dra-ze, va frins, emezhi, a ioa eun ali a roet din me. Hoc’h eal mad eo a felle dezhan e teujen d’ho sicour daoust pe ger reuzeudig oun. Ar c’hlemou-ze a gleven e blenchou ar guez, ha ne voant-hi ket eneou ho tud coz o truezi deoc’h ?

— Ah ! va mam ! va zad ! mar guelont euz an Env ho map paour Jil, nag hi a dle kunudi o velet pe gen dall eo an hini a lez he dreina a gastel da gastel, a brizon da brizon, ato chadennet, goal gaset ha lezet ep tam ! N’en em glemjen ket ma vijen bet cablus ; mes me zo divlam, Godik, n’em eus great netra euz ar pez a damaller din !

— Er bed-ma ne deus nemet dislealdet, eme C’hodig, o sonjal er pez e devoa he unan da c’houzanv. Hor Zalver a zo bet ive dianavezet, goal gaset, great pep seurt dismegans dezhan. Diskuezet en deus deomp hent ar C’halvar o vale he unan dreizhan da genta.

— Ar zonch-ze eo en deus roet calon din beteg hirio, eme Jil, hag a rai din kenderc’hel beteg penn. N’em bezo ket pell da c’houzanv mui, emezhan gant eur mousc’hoars glac’harus. Paour kez Godig, eur c’hras en deus great Doue dit oc’h da lacat da c’henel en eur stad dister.

— Pep stad en deus he enouamanchou hag he boaniou, o va frins !

— Me evelse, Godik, me am eus bet goasoc’h eget enouamanchou ; me am euz efet calir ar c’hoervder beteg al li. Lamet o deus diganhen kerent, mignonet, mitizien, huisien. Pelleat o deus diouzin va fried carantezuz ep va lezel zoken da lavaret dezhi eun diveza kenavezo. Eus va breur, eus a Fransez a garien kement hag a garan ato a greis calon, o deus great va brasa enebour. Tolet o deus caillar var va zonjezonou ar re eüna. N’eus ket a c’heier ha n’ho defe savet em enep. Etouez ho geier all, o deus lavaret e voan enebour d’am bro.

Nan, mil guech nan ! Mar d’oun bet pell e Brozaos n’oun ket deut da veza saos ; va c’halon ha va ene a zo chomet ato stag oc’h va Breiz muia caret ; ha me en eur vro estren ne sonjen nemet enhi. Ama, er prizon enk ha tenval-ma, mar em eus c’hoaz eur blijadur bennag, eo sonjal an ezen a deu dre ar prenest-ze eo ezen Breiz, ar c’hornig euz an oabl a c’hellan da velet eo oabl Breiz. Pa vezin maro, Godik, mar gell da vouez dister en em rei da glevet oh ! lavar d’am bretonet, mar en deus bet Jil anaoudegez vad evit prinset Brozaoz, he galon a ioa ato oll da Vreiz.

Ha brema, merc’h ker, digaset ama gant Doue, kea d’ar gær ; va goardou a alfe dont ama, ha ma coesez etre ho daouarn, ar vad ac’h eus great din a goustfe da vuez dit. En eur dremen dirag Guerc’hez an derven, laca dirazhi an tam-ma euz va gouriz a zo herminik Breiz merket varnezhan ; setu kement a c’hell eur prizonier reuzeudik da ginnigen d’he batronez gallouduz. Godik, te ac’h eus great vad d’am c’halon ; ra vezi benniget !

— Kenavezo ! ô va frins, me deui adarre varc’hoas ! Red eo e chomfac’h beo ; arabat eo falgaloni. Gant sicour Doue e teuot abenn da ziskuez trubarderez hoc’h enebourien, ha da ober ho peoc’h gant an Duk Fransez.

Jil a hejaz he benn, a reas sin gant he zom da C’hodik, hag houma eu em dennas kuit.

IV

Na Fant Madek nag ar ruzik n’o devoa gouezet e voa eat Godig er meaz euz an ti. Distrei a reas ker goustad ha ma voa eat kuit. En em lacat a reas neuze etouez he zruillou da glask cousket. Izom e devoa da gousket evit mouga an naoun a zante ; rak bara he c’hoan e devoa roet da Jil, hag abaoue ar mintin ne devoa debret tam.

— Paour kez prins, emezhi outhi he unan ; gouzanv a ra poan du-ze, ha me a c’houzanv poan ama. Ra roi Doue deomp ar c’hras da veza sentuz oc’h he volontez santel.

Godig a zalc’has mad d’he ger. Bemdez, epad eur pennad amzer, en despet d’ar goardou, e cave tro da vont beteg ar prins ha da rei dezhan eul loden euz an tam bara du a rea he magadurez. Avechou he lesvam, pa veze en he mad, a roe dezhi eun tamik kik gant he bara, ha neuze an tam kik-ze a ioa oll evit ar prins.

E kichen Guerc’hez an derven e cave ato sivi da gutuil ; hag ar sivi-ze n’ho zanvea morse. Pa veze re evit ar prizonier, e roe ar pez a jome d’ar c’henta paour a gave, en eur lavaret dezhan : pedit Doue evit ar prins Jil.

Eun dervez ma zea Godik, evel ma voa boas, da gas he zam bara d’ar prins, e voue souezet o velet n’edo ket er prenest oc’h he gortos, rak peurliesa her c’have eno.

— Va Doue, emezhi, maro eo douetus !

Ar plac’h kez a viscas liou ar maro, he c’halon a deuas da vantri, hag e voue eur pennad ep gallout tenna he halan. Pa voa deut enhi he unan, e tosteaz oc’h at prenest, hag e sellaz en diabars.

Oc’h ar sclerijen dister euz eur c’hleuzer stag oc’h ann treust, e velas ar prins Jil. Mes ha beo oa ? Astennet oa var eur scaoun, drouklivet, stenet he vizach, ne finve ezel, henvel oa oc’h eur c’horf maro. Daoust d’he anken, Godig e devoue nerz avoalc’h evit skei eun taol calet var ar prenest. Jil a reaz eur scrijaden, a zavaz he benn, hag a droaz he zell varzu ar barrigner houarn. Ne ket maro ; mes penaoz en deuz-hen collet ar pez a nerz a jome ganthan ? Ne c’helle ket bale, a ruz epken ha dre boan e c’hell dont beteg ar prenest hag he zigeri.

— Te a zo aze, Godik, oh ! bennos Doue !

— Va frins, petra zo digouezet ganeoc’h ? petra zo great deoc’h ? eme ar plac’h kez he daouarn ganthi e croaz hag an daelou en he daoulagad.

— Godig ! eur bannik dour, abalamour da Zoue ! oh ! m’em eus poan ! ro din eur beradik dour !

Godig a roas d’ar prins eur pot dour leun. Jil a stagaz he benn outhan hag a efas he voalc’h. Mes neuze e couezaz anter varo var ar scaon eleac’h ma edo astennet araok.

— Godik, emezhan gant eur mousc’hoars truezus, ne gaf ket dezho e varfen buan avoalc’h.

— Petra livirit ? va frins, eme C’hodik strafuillet oll.

— Daou eus va goardou o deus digaset din eur souben druz ; ha me, dare gant an naoun, a zo lamet varnezhi evel var eur boued ar c’hoeca. Goude beza bet trahiset ken alies, n’em eus ket c’hoas desket anaout an dud. Godik ! Godik paour ! ar souben-ze a ioa contam enhi… Oh ! red eo beza cre evel ma zoun evit beza gallet herpel oc’h ar c’hontam-ze. Mes abenn daou pe dri dervez, marteze kentoc’h, map an duket a Vreiz ne vezo mui etre daouarn ar iudazet-ze pere ne dint tud nemet a hano. Eun dra avad am befe c’hoant da gaout araok mervel ; daoust ha me hello he c’haout ?

— O va frins ! mar dema e gallout ho servicherez, n’oc’h eus nemet lavaret.

— Rei a rafen an diveza beradou euz ar goad a chom c’hoaz em goazied evit gallout guelet eur belek. Mar gouzout peleac’h caout unan euz a veleien an Doue a drugarez, Godik, kea d’he bidi da zont da zicour Jil a Vreiz d’en em bourchas d’ar maro.

Ar verc’h kez a zonjas redek da gouent Boken, ne voa ket pell ac’hano ; mes ne devoa ket treuzet ar c’hoad oll pa zigouezas ganthi eun tad cabusin.

— Doue ra vezo ganeoc’h, va merc’h, eme ar manac’h.

— O va zad, eme C’hodik, ma carfac’h, ma c’helfac’h dont eur pennad d’ar C’hastel-du-hont ! hag e tiskueza dezhan touriou ar C’hastel a velet euz al leac’h ma edont.

— Mont avoalc’h a rin, mar deuz eun dra bennak da ober evit gloar Doue.

— O va zad, eun den dare da vervel a c’houlen cofez, an Aotrou Jil a Vreiz, breur an duk.

— Diskuezit din an hent, ha me ia d’hoc’h heul. Godig a gasaz ar manac’h dre an hent-ze a rea bemdez abaoue eur pennad, dre zicour Doue, evit mont da gaout ar prins, ep beza guelet. Pa voant eat beteg ar chastel, e tikuezas dezhan ar prenest a rez an douar, en eur lavaret :

« Aze, va zad, ema o chom mab an duket ! »

Ar manac’h a ioa boas pell a ioa da velet ar re vras discaret izel, ha ne ziskuezas beza tam souezet. Epad ma en em denne Godig a gostez, ez eas da gaout ar prenest. Ar prizonier o veza he velet, a gavaz eun ners nevez evit dont beteg enhan.

— Bennos Doue deoc’h, va zad, eme ar prins, c’hui pehini a laca ho puez var var evit dont d’am zicour !

En em deleur a reas var he zaoulin adre ar barrigner houarn, ha goude m’en doa cofeseat he oll bec’hejou, goude m’en doa lavaret pegement en doa bet da c’houzanv abaoue pevar bloaz, ha discleriet e voa divlam euz a gement a ioa bet tamallet dezhan, ar beleg a c’houlennas diganthan ha pardoni a rea d’he enebourien.

— Va enebourien, eme ar prins, ho anaout a ran oll, ha dezho oll e pardonan, it, va zad, da gaout va breur Fransez a Vreiz, ha livirit dezhan pa n’am eus ket gallet caout justis diganthan var an douar, her gortozan abenn antercant dervez [1] dirak lezvarn Doue eleac’h ma vezimp barnet hon daou. An urs-ze a roan deoc’h, ne ket dre gasoni, nag o clask en em venji, mes evit ma c’hello ober he bourchas.

— Bolontez eun den dare da vervel a dle beza great, prins, hag ho kevridi a vezo great, eme ar manac’h.

Ar manac’h a zouge ar sacramant santel varnezhan hag a roaz he Zoue d’ar prins. Godig, a ioa eur pennad ac’hano o pidi, a dosteaz evit adori an Doue carantezuz a deu d’en em rei d’he vugale en eur prizon couls hag en eur palez.

Ar prins hag ar beleg a lavaras c’hoaz eur ger bennag an eil d’egile. Goudeze Jil a astennaz he zorn treud dre voask ar barrigner houarn, hag ar manac’h a bocas dezhan c’hoek. Neuze e kimiadjont an eil dioc’h egile.

— Kenavezo dit ive Godik, merc’h carantezuz ac’h euz abaoue c’huec’h sizun, roet d’in da dam bara, astennet va buez ha digaset din ar pez am eus bet a eur-vad abaoue pevar bloas. Pa na vezin mui, na ancounac’ha ket en da bedennou ar prizonier reuzeudig ac’h eus sicouret en he zerveziou diveza.

— Me hoc’h ancounac’hat ! O va frins, eme C’hodig en eur vouela puill, oh biken ! biken !

Ar prins Jil a lavaras da C’hodik :

— Godik, me garfe rei dit c’hoaz eur gevridi all, mes marteze ne c’helfes ket hen ober, va merc’h paour.

— Da viana, mar gellan, her grin, va frins.

— Mad, kea da gaout an Itron Franseza a Zinan, ha lavar dezhi.... Mes gortos.... Jil a ieas da gaout an daol goz a ioa eno, hag en em lakeas da furchal… mes ne gavas netra, hag e tistroaz adarre d’ar prenest.

Godik kez, ar paoura den a Vreiz ne ket ker reuzeudig ha map an duket. N’em eus ket zoken eun tam paper evit gallout scrifa da Franseza, d’am pried muia caret, eo va zonch diveza evithi ! netra ! netra ! n’o deus lezet netra ganhen.

Eur zonch a deuas dezhan ; cregi a reaz en inkin a zouge ato Godik d’he heul ; tenna a reas goad euz he vreac’h, hag en eur vouela e vercaz eur ger bennak var an inkin benniget-ze.

— Cas an dra ze da Franseza, ha lavar dezhi, Godik, lavar dezhi mad, abaoue ma zomp dispartiet, n’em eus ket tremenet eun heur ep sonjal enhi. Paourkez Franseza, n’he guelin mui nemet en Env. Kenavezo, Godik, kenavezo ha ra vezi benniget mil guech.

— Kenavezo varc’hoas, va frins !

— Varc’hoas ! eme Jil, en eur vousc’hoarzin, hag o sevel he zell etrezeg an Env ; varc’hoaz e vezin ahont, tennet a dre daouarn va enebourien.

Mes Godig a ioa eat ac’hano, ha ne glevas ket ar c’homzou diveza-ma.

V

Antronoz, kerkent ha goulou-deiz, Godig a ieas adarre varzu castel an Hardouinay. Esperans e devoa da velet ar prins ; gouscoude ne alle ket miret da veza nec’het hag encrezet, ken dinerz ha ken toc’hor oa an derc’hent pa e devoa he guiteet.

Ne voa mui goard ebet var dro baliou ar c’hastel, evel ma voa boas da velet bemdez. Kementse a lakeas calon Godik da vantri. N’eus mui goard ebet, emezhi, maro eo eta ar prins, rak ep mar n’o deus ket he lezet da vont kuit. Mont a reas gouscoude beteg ar prenest eleac’h m’oa boas da velet ar prins ; herella avad a rea var he zreid.

Ar prenest a ioa digor. Godik ne reas nemet teleur eur zell hag a gouezas d’an daoulin o leskeul eur griaden. Guele Jil a oa dispak ; n’oa den er prizon.

— Maro eo ! emezhi, maro eo !

Pa zavaz e tolaz eur zell diveza var brizon ar prins, hag e lavaras gant eur galon mantret :

— Brema e c’hellan mont da gaout ar brinsez Franseza.

Ober a reas tro ar c’hastel en esper caout eur c’helou bennag, ha caout a reas. Pa edo dirag ar vali vraz, e velaz o tont gant ar c’hoad eur vanden menac’h ha tudchentil o vont d’ar c’hastel. E lost ar vanden ez oa eun denik iaouang, eur floc’hik dioc’h an doare anezhan ; Godik, daoust pe gel lent, pe ger strafuillet oa, a ieas beteg enhan hag a c’houlennas :

— Ha c’hui a c’helfe lavaret din-me petra zo a nevez e castel an Hardouinay ?

— Petra zo a nevez ? eme ar floc’h en eur ober neus da lenva, an Aotrou Jil a Vreiz a zo maro, rannet he galon o clevet oa bet trec’het ar Saozon e Flamigny.

Godig a reaz eur grenaden o clevet tamal evelse ar pris Jil, o clevet ober goab anezhan c’hoas goude he varo. Derc’hel a reas gouscoude varnezhi he unan, rak c’hoant e devoa da c’houzout hiroc’h.

— Da bet heur, mar plij, emezhi, eo maro an Aotrou Jil ?

— Eun nebeut tudchentil zo eat d’he gambr vardro teir heur dioc’h ar mintin, hag o deuz he gavet maro var he vele. Setu ama abad Boken, hag he venac’h gant eun toullad tudchentil a deu da bidi evit he ene. Ha c’hui ive, plac’hik koant, livirit eur beden evit ene an Aotrou Jil, ma plijo gant Doue he digemeret en he varadoz.

Godik ne lavaras ger. Treuzi a reas buan ar c’hoad, hag e zeas da zaoulina dirak Itron-Varia an derven, eleac’h ma voa boas da vont da scanvaat he c’halon pa veze re vec’hiet.

Edo o pidi, eur pennadig a voa, pa glevas trouz a dre he c’hein. Sevel a reaz he fenn, strafuillet ; he strafuil ne badas ket pell ; ar manac’h e doa guelet an derc’hent a ioa o tremen.

— Ah ! va zad, emezhi en eur vouela, an hini o poa sacramantet deac’h a zo maro !

— Her gouzout a ran, eme ar manac’h ; maro eo evel eur zant.

— Gouzout a rit, va zad, penaoz eo bet sammet ker buan ?

— Gouzout a ran kement zo tremenet er prizon abaoue ma em eus kuiteet ar prins.

— En han Doue, lavarit-hen din !

— Hen lavaret a rin deoc’h, rag ober a dleit ho callout evit goalc’hi hano ar prins euz a gement zo bet tamallet dezhan, dreist oll euz ar pez zo bet tamallet da ziveza.

An aotrou Jil a ioa eur breizad guirion. Setu ama petra zo digouezet. Da deir heur er mintin-ma, c’huec’h euz he enebourien zo eat d’ar prizon, a zo lamet varnezhan en he vele, hag o deuz he vouget dindan an dillad.

— O drouk sperejou ! eme C’hodig o c’holo he daoulagad gant he daouarn. O prins paour ! pebez maro ! ah ! va zad, Doue ne deuio-hen ket da gastiza ar vuntrerien griz-ze ?

— Ne ket deomp-ni eo da varn ar pez a dle Doue da ober, eme ar manac’h ; ni n’on eus ken da ober nemet pidi evit ar re o deuz izom pedennou.

— Ha corf ar prins petra o deus great outhan ?

— Goude beza mouget ar prins, evel am eus lavaret deoc’h, he vourrevien o deus stanket dezhan he fri hag he ziouscouarn evit miret na deuje goad dre’n hent-ze. Neuze o deus douget ar c’horf d’ar gambr caera zo er c’hastel hag he laket en eur chapel venn.

Di eo e za ar venac’h hag an dudchentil da bidi.

— Hag ar vuntrerien griz zo eno ive ?

— Eat int d’ar chase. Mar digouezont ganeoc’h, Godik, n’o pezet ket aoun evit guelet sin ar vuntrerien scrifet var ho zal ; na roit ket ken nebeut ho mallos dezho ; mes pedit Doue evit ene ar prins Jil, ma plijo ganthan he zenna euz ar Purgator, mar d’ema c’hoaz eno ; pedithen ive ma pardono d’he vourrevien.

Var gementse ar manac’h a roaz he vennos d’ar plac’h iaouang hag a ieaz en he hent.

Ar prins Jil a Vreiz a voue beziet d’ar 26 a viz ebrel 1450. Abad Boken e penn he venac’h a deuas da zevel ar c’horf evit he gas d’an douar, hag eun niver braz a dudchentil a ioa var he lerc’h. Godik kez en em gavaz iveha ne ket hi eo a bede nebeuta.

Ar vuntrerien a bedaz an dudchentil, deut d’an enterramant, da renta testeni ne voant ket er c’hastel, e voant lod en iliz ha lod er chase d’ar mare ma voa maro ar prins ; hogen an dudchentil ne vouent ket touellet gant ar gaou-ze, ha morse ne c’heljont caout diganto ho discarg a varo ar prins.

Abad Boken a lakeaz eur mean-bez, e sclent, var gorf Jil a Vreiz, hag he skeuden e coad, var gorre ar mean-bez.

Setu aze penaoz e varvas, dre gasoni he enebourien, eur prins braz a Vreiz. Guelomp brema dorn Doue o tont da boeza var an dud cablus.

VI

Godik, goude ma voue laket corf ar prins en douar, a ieaz a brez varzu he lochen. Pa zigouezaz ne voa en ti nemet Fant Madek, a ioa azezet e tal an tan oc’h aoza eur vasinat iod guinis du. Laouen oa he fenn ar pez ne veze ket aliez ; hogen pa velaz he lezverc’h o tont en ti e zeaz al laouenidigez divar he zal.

— Ah ! digouezet out, emezhi, araog an noz ? Me zonje din ne vijes ket deut hirio.

Mar d’oun chomet pell, eme C’hodig, eo em oa eun dever da ober.

— Eun dever ? eme al lezvam gant eur vouez trenk, da zever oa senti ouzin-me hag ober al labour a roan dit.

— Guir a livirit, va mam ha cridi a ran ive ne d’oun na dizent na didalvez. Doue zo plijet ganthan va choaz evit ober eur gevridi.

Eur gevridi ? eme Fant en eur ober eul lam, kement ma voue dare stleper en tan iod ha bassin.

— Ia, va mam, eme C’hodik ken dizroug ha tra. Eur gevridri am eus bet. D’an Naonet eo red din mont ; va lezel a reot, me gred, da ober ar pennad beach-ze.

Al lezvam a ieas neuze kement a zroug enhi ma crene gant he c’hounnar. Evel ma kendalc’he Godik da lavaret e voa red dezhi mont d’an Naonet ep discleria petra oa ar gevridi e devoa da ober, Fant a gemeraz eur geuneuden hag a roaz eur zaead d’he lesverc’h. Neuze he zaolaz er meaz euz an ti hag e serraz an or outhi en eur lavaret :

— Kea alesse, ha ne laca mui troad ebed en ti-ma. Kea alesse da grevi d’an Naonet pe e leac’h ma kiri ; mes na deu biken mui dirak va daoulagadme.

Godig e divije gallet lavaret, mar he lakeat er meaz, e devoa guir da viana da gaout he lod a zanvez he zad ; hogen ar zonch-ze ne deuas ket dezhi. Pa velas serra outhi dor he lochen, e chomaz evel pa vije sebezet, he c’halon a vennas ranna, ha daelou puil a ziredaz euz he daoulagad. En ti-ze e devoa gouzanvet cals poan, mes da viana eno e cave eun doen. evit he goudouri, hag eun tam bara du da derri he naoun. Brema peleac’h ez aio-hi da glask repu ? Piou a roio bara dezhi ? Ne deus mui na car na mignon ; ne deus den da asten dorn dezhi. Goude beza chomet eur pennad evelse mantret da zonjal ha da vouela, e savaz he speret etrezeg an env, ha neuze e teuaz ar fizians en he c’halon :

— Alo ! emezhi, Doue n’em dilezo ket ; kemeret a ra soursi beteg euz al labousedigou bihan. Abalamour da Zoue an dud divar ar meaz a roi din eun tam bouet bennag evit beva, hag am lezo da dremen an noz e corn eur c’hraou pe eur chardi.

Neuze e sec’haz he daoulagad, hag ep sellet en dro, e zeas varzu ar c’hoad e doa treuzet kel liez a vech.

Evel ma e devoa sonjet, Godig a ieas d’an Naonet en eur veva divar an aluzen. Bemdez e cave eun tiek bennag da rei dezhi bara hag eul leac’h da dremen an noz. Digouezet e Naonet, e voue caset dirak ar brinsez Franseza a Zinan, ntanvez ar prins Jil a Vreiz.

Ar brinsez a ioa eat kentoc’h beteg enhi ar c’helou euz a varo he fried, hag e devoa guisket dillad kanv. Pa glevaz e teue ar plac’h iaouank-ma euz a gastel an Hardouinay, e coezaz a stok corf var he c’hador, hag e voue eur pennad mad ep gallout coms, mouget gant he daelou hag he huanadou.

Godik ne deas ket da glask euz ar c’homzou divlas-ze a leverer alies d’an dud ankeniet evit ho c’honsoli. Gortoz a reas, sioul, gant respet, hag an daelou en he daoulagad, ma vije tremenet d’ar brinsez ar gaouat rann galon-ze.

Franseza a grogaz e dorn ar goueriadez paour hag a lavaras dezhi : O va mignonez, comzit din euz an Aotrou Jil !

— Euz he berz eo e teuan d’ho caout, eme C’hodik.

Neuze e tiskuezas dezhi an inkin a ioa eur ger bennak scrifet varnezhan gant ar prins.

— Va frinsez, anaout a rit-hu an inkin-ma ?

— Inkin va mam goz ! He anaout ? Oh ia. Penauz oc’h eus-hu bet an inkin-ze ?

— Me eo Godik Madec, ar vesaerez baour da behini o poue ar vadelez, c’hui hag ar prins Jil, da rei an inkin-ma pa em boa collet va hini en dour. An Aotrou Jil, Doue r’her pardono, eun devez bennag araok mervel, evel n’en doa netra da c’hellout scrifa, en deus merket, gant he c’hoad, eur ger bennak var an inkin-ma ha gourc’hemennet din he zigas deoc’h.

— Oh ! digas-hen din buan ! eme ar brinsez, hag e crogaz en eur grena en inkin, hag e lennas varnezhan ar c’homzou-ma :

« Franseza ger, va foaniou a ia da echui. Mont a ran d’an env evit da c’hortoz ha da garet eno evel am eus great var an douar. Kenavezo, Franseza ! Dalc’h ato en da gichen an hini a gaso dit an inkin-ma, an æl a rer Godig anezhi. »

Franseza a bocas d’al lizerennou scrifet gant goad var an inkin, hag a lavaras : « Ah ! Jil ! mar plich gant Doue, ne jomin ket pell var da lerc’h. »

Ar brinsez vad ne vouie ket pegement a drubuillou e devoa c’hoas da c’houzanv er bed-ma, araok mont d’ar bed all da gaout ar pried-ze ma voa bet couls lavaret ato disparti diouthan var an douar. Bez’e devoa c’hoas da dremen a dreus calz a zrez hag a spern Hirio, siouas ! e c’houezer guell eget neuze ez euz, e curunen ar brinsed, muioc’h a zrein eget a roz.

VII

Ar brinsez a lakeas neuze ar goueriadez paour da azeza en he c’hichen, hag a grogaz en he daouarn evel pa vije bet eur c’hoar dezhi.

— O Jil ! va fried paour ! emezhi ; te Godig, a zo bet eürusoc’h evidonme. Te ac’h eus gallet he velet, he glevet, beza test euz he amzer diveza. Lavar din, oh ! lavar din, Godig, ha maro eo ar prins evel eur guir gristen evel m’en doa bevet ?

— Oh ia sur, itron ! Oh ! an Aotrou Doue en deus great trugarez dezhan, rag ar prins en deus pardonet ker calonek d’he oll enebourien !

— Godig evit ma en defe va fried muia caret roet dit ar gevridi en deuz, eo red en divije cals fizians enhout. O, coms din anezhan ; lavar din he boaniou, he drubuillou, he c’hlac’har : lavar din oll, oll kement a c’houzout. Ma n’am eus ket gallet caout va lod euz he boaniou, e fell din da viana kemeret perz enho o clevet ho c’honta.

Godig a lavaras dezhi kement a ioa tremenet, kement on eus merket er pennad scrit-ma. Meur a vech e voue red dezhi chom a za. kement a rea an brinsez o vouela hag o kunudi epad ma cleve ar histor glac’harus-ze.

Goude m’e devoa Godik lavaret kement a vouie divar benn ar prins Jil. hag eur pennad mad e voue o couta an histor-ze, rak beb en amzer, oc’h he c’hlevet, an intanvez paour a zirolle da vouela ha da gunudi, hag e voa red dezhi chom a za ken na vije distrafuillet ar brinsez, Franseza a Zinan a lakeaz he daou zorn guenn var discoaz ar goueriadez truillennog, hag oc’h ober eur zell carantezus outhi e lavaras :

— Eur zantez out, Godik ; me am euz evidout carantez hag anaoudegez vad. Me a zo ama prizonierez ; ne vezo ket gouscoude miret ouzin da zerc’hel em c’hichen. Te ac’h eus consolet ha sicouret Jil a Vreiz, ha chom a ri-te gant he intanvez ?

— Itron, eme C’hodik, he c’halon mantret o sonjal er pez a ioa digouezet ganthi, me a zo tolet gant va lesvam er meaz euz a di va zad, hag evelse n’em eus ken da ober brema nemet ho polontez hag hini Doue.

Ar brinsez a astennaz he dorn da C’hodik, hag houma a bocas choek d’an dorn-ze.

Franseza a Zinan a zalc’haz eta Godik ganthi. Ober a reaz dezhi kuitat he dillad coueriadez, hag e reaz anezhi kentoc’h he mignonez eget he matez. Anaout mad a rea petra a dlie d’an hini e devoa roet bara d’ar prins Jil.

Ar brinsez e devoue goudeze an otre da vont da bidi var bez he fried ha da velet ar chastel hag ar vro eleac’h m’en doa gouzanvet he boaniou diveza. Cas a reas ganthi Godig, e devoa ive c’hoant avoalc’h da velet ar c’harter ma voa ganet.

Unan bennag a anavezaz ar goueriadez etouez ar re a heuille ar brinsez, hag ar brud a gementse a ieas dre ar charter evel eul luc’heden ; an eil a lavare d’egile : « N’oc’h eus ket guelet ? Godik vihan zo deut, da veza eun itron vras !

Hogen etre daou brec’h Doue a ioa deut da boeza var ar re gablus. Fant Madeg a ioa coezet goal glanv, hag evit ar vech kenta oa deut ar morc’hed en he ene. Dalc’h mad edo hano Godig en he genou An derzien a ioa ganthi, hag e devoa alter. He c’hlevet a reat o pidi ar vinorez ne roje ket he mallos dezhi abalamour ma e devoa he laket er meaz a di he zad ! Mes ar vinorez a ioa pell ac’hano ha n’he c’hleve ket. Bep en amzer, dre ma teue ar morc’hed da grignat he ene, al lesvam a c’halve Godik gant eur vouez truezus.

Ar ruzig, he map, an hini ma e devoa caset he lesverc’h kuit evit derc’hel he lod dezhan, ar ruzik, skuiz oc’h he c’hlevet, a lavaras dezhi gant eur vouez trenk :

— Petra dal deoo’h gelver Godik ? Godik zo eun itron vraz, ha ne deui ket ama.

— Godig eun itron vraz ? petra a leverez, Per ?

Ar ruzik n’en devoue ket a amzer da respont ; dor al lochen a zigoraz, hag an hini a c’hortozet a ioa var an treuzou hag a deuaz en ti. Godik ive e doa clevet ar brud e voa clanv he lesvam, hag a zirede d’he guelet. Fant Madek ne grede ket he daoulagad. Sellet a rea outhi tu ha tu ; caout a rea dezhi e voa eno bizach Godik ; mes ha Godig oa e guirionez ?

— Ha te a zo aze ? Godik, a lavaras goustadig al lesvam.

— Ia, va mam, eme ar verc’h iaouank.

— N’ec’h eus ket a gasoni ouzin, eme ar glanvourez ?

— Oh nan, va mam ; ha Godig a dosteaz evit briata he lesvam.

— Godik, pardon din ; eur goal bez oun bet en da genver ; hogen keuz am euz… hag e tiruille an daelou a zaoulagad Fant Madek.

— Va mam, na vouelit ket ; ma n’oc’h ket bet mad em c’henver, kementse zo anaounac’het ganeme.

— O va merc’h gouela a ran gant laouenedigez.

Fant Madek ne vevas ket pell goudeze ; mervel a reas goude beza great ar peoc’h gant he merc’h ha gant Doue ; hag oll dud ar c’harter a gomzas pell goudeze euz al lesverc’h a bardone ker calonek d’al lesvam e doa bet kement da c’houzanv ganthi.

Godig, ato madelezus, a lezas gant he anter vreur kement a deue dezhi euz a zanvez he zad. Franseza a Zinan a roaz ive eun dra bennag, hag evelse ar ruzig en em gavaz en he æz.

Ar brinsez ha Godig a ieas neuze da velet Castel an Hardouinay, Couent Boken hag Itron-Varia-an-Derven ; hag e zejont neuze en dro d’an Naonet, rag ar gær-ze a ioa merket gant an duk da Franseza evel al leac’h ma tlie chom enhan.

An duk a Vreiz, goude beza kemeret Avranch var ar Saozonet, a ieas da gousket da venez sant Mikeal. Pa edo o vont var varc’h hed al leo drez, e tigouezas ganthan eur c’habusin, an hini en doa sacramantet ar prins Jil en he brizon. Mont a reas da gaout ar prins, hag e lavaras dezhan e voa carget gant he vreur Jil da ziscleria dezhan her galve, araog an antercantvet dervez, d’en em gaout dirak lezvarn Doue, evit beza barnet eno ho daou.

Ar prins a jomaz abafet o clevet kementse. Goudeze, o veza dizebezet, e falvezas dezhan coms c’hoaz oc’h ar c’habusin. Hogen hema a ioa eat, den ne c’houie peleac’h, ha caer a voue he glask ne voue ket cavet.

« An duk, eme eur scrifagner coz, a jomas ker sebezet, ker mantret, ken ankeniet, ma na c’hellas mui kemeret plijadur gant netra, hag e varvas souden goudeze. Ar pez a dle deski d’ar brinset e tlefent beza fur ha dioual da gridi da gement a lavar dezho ar re zo var ho zro ; rag an den en deuz avoalc’h da ober o terc’hel penn d’he voal ïoulou he unan, ep en em lezel da veza renet gant goal ïoulou ar re zo en dro dezhan. »

An antercantvet dervez goude maro Jil, an duk Fransez pehini ne rea mui nemet langisa, crignet gant ar morc’hed, a zestumaz en dro dezhan tud chentil, alierien ha re vraz euz he lez. Dirazho ha dirag an eskeb a ioa eno e roaz ar gurunen d’he vreur Per a Vreiz, hag hen anavezaz evit an hini a dlie beza duk en he c’houde, o lezel a gostez he ziou verc’h, Mari ha Mac’harit pere ne c’hellent caout ar gurunen nemet ma na vije bet goaz ebet euz al lignez.

Meur a vech e pedaz ar re a ioa en dro d’he vele da bardoni dezhan he faziou.

Reseo a reaz he zacramanchou diveza gant santimanchou braz a feiz hag a relijion, hag e varvas d’an 19 a vis gouere, er bloas 1450.

Franseza a Zinan ha Godig a ioa o pidi e chapel ar brinsez pa zigouezaz ar c’helou-ze gantho.

— Eat al lazer da gaout an hini en deus lazet, eme an intanvez en eur grena.

— Doue r’her pardono, eme C’hodik. Ar prins Jil en doa pardonet a greis calon d’he vreur ; oh ! pardonit eveldhan !

Franseza, o clevet Godik, a voue tenereet he

c’halon. En em lacat a reaz adarre d’an daoulin, dirol a reas da vouela, ha goude beza taolet eur zell truezus var he c’hrucifi, en em lakeas da bidi calonek evit he breur caer Fransez a Vreiz.

— Ah ! itron, a lavaras Godik, mar d’eus bet disparti etre an daou vreur-ze var an douar, esperout a ellomp, pa zint maro evel daou vir gristen, ha pa ema Breiz oll o pidi evitho, e zint hirio unanet ho daou en Env.

— Doue ra zilaouo ac’hanout, va merc’h, eme ar brinsez.

Franseza a zalc’has Godig en he c’hichen ken na blijas gant Doue dont d’ho dispartia. Godig a varvas da genta. Ar brinsez, mantret gant glac’har, ha beuzet en he daelou, a zerras dezhi he daoulagad.

D’an noz varlerc’h ma voa caset he matez d’an douar, Franseza a ieas da denna euz eur c’hased, eleac’h m’hen dalc’he dindan alc’hoez, an inkin benniget a ioa bet etre daouarn Godik. Mont a reas d’he staga a zistribil oc’h moger he chapel, evel eur relegig a zigase da zonch dezhi euz a gement a garie : Doue, he fried hag he matez vad.

Eno stouet var he daoulin, e lavare da ene Jil ha da ene Godik : Oh ! mar em c’hlevit, pedit Doue ma em galvo davethan, en ho kichen.

He goulen e devoue ep dale, rag abenn eur mis goude e teuaz ar maro dezhi.

Araok mervel, e c’halvas da gichen he guele an dukez santel a Vreiz, Franseza Amboaz, hag e lakeaz an inkin benniget etre he daouarn.

D’he zro, Franseza Amboaz her c’husas d’he chapel, hag ez eaz evelse a zorn e zorn euz an eil dukez a Vreiz d’eben, bete ma zeas, gant an dukez Anna, var an tron a Frans.

Ar brinsezed a Frans, evel ar brinsezed a Vreiz, a ioa din da gaout eun hevelep prezant, rag labouret o deuz oll, pe gant ho inkin, pe gant ho nadoz, evit guisca ar beorien.

————


Pardon Ploermel.
————
I

Yvon-an-Traon, eun tiek koz a du Guened, a ioa var dachen Ploermel deiz ar pardon goude ar gousperou, o kemeret an hent da vont d’ar gær. Eur vanden labourerien douar a ioa endro dezhan. Eur banne chist a ioa bet, mes ep ober droug, rag an tiek coz a ioa striz an urs gantha var ar poent-ze, ha ne voa ket brao d’an hini en divije sunet re var ar picher tostat outhan. Unan euz ar vanden a voa oc’h he heul, den iaouanga bemp pe c’huec’h vloas varnugent, en em lakeas da ober goulennou outhan.

— Asa, tad coz, lavarit deomp eta petra zonjit euz ar brud a zo hirio etouez an dud ez eomp var araog, ez a bemdez pep tra var vell ?

— Var araok ! var vell ! ia da ; ne velan ket e teufe don da veza cals iac’hoc’h na lartoc’h gant ar pez a dremen hirio.

— Lavaret a rer gouscoude pa vezimp bet eur pennad o vont evelse var araog, an traou a ielo goudeze anezho ho unan.

— Dont a ra ar c’hoez var va zal oc’h da glevet. Mont var araok ? petra eo an dra-ze ? ha te ac’h eus guelet biscoaz al loen-ze ?

— N’em eus ket. Bez’ ez eus tud gouscoude hag a dle beza he velet, p’eo guir ne gomzont nemet anezhan.

— Mont var araog a zo henvel oc’h ar pikol aer vor-ze a gomz an oll anezhi ha ne deo bet guelet morse gant den. Gouscoude me ell lavaret em euz he velet.

— Ia ? tad coz ; ha pe seurt doare en deus ?

— Doare eur marc’h koz a ve bet etre daouarn tregont marc’hadour kezek, a ve bet kempennet, livet ha iaouankeet gant pephini anezho, hag en defe kignet, gant he baluc’hen, c’hui voar e peleac’h, kement hini zo bet var he gein.

— Asa, tad Yvon, n’emaoc’h ket a dro vad hirio !

— A dro vad ? ha ne ket guir e velit hirio muioc’h a brez hag a ingroez en tavarniou evit en ilizou ?

— Evit an dra-ze ne lavaran ket.

— Ha ne ket guir emaint aze gant ho c’hazetennou fall hag ar c’hos paperiou a deu dezho euz a Bariz, hag e saouront ar viltansou-ze cals guelloc’h eget eur brezegen, hag e credont cals kentoc’h dezho eget da genteliou ar re zo carget d’ho c’helen ?

— Ar re-ze zo moullet ive, hag evelse.

— Ha ne ket guir ez a ar re binvidik krisoc’h krisa oc’h ar re baour ; hag ema ar re baour oc’h harzal creoc’h crea a enep ar re binvidik  ?

— Ah ! evit an dra-ze zo guir avad.

— Ha ne velit-hu ket hirio ar strinkellezet iaouang o vont da fringellat bete var an hentchou houarn hag en tavarniou, en hevelep doare, ma ve red brema diskuez gant ar bez, evel ma reat guech all, ar re anezho a ia adreuz, n’on defe ket avoalc’h euz a zek bez hon daouarn ?

— Guir avoalc’h eo an dra-ze, tad Yvon ; ne vezo ket pell ni etrezomp tud iaouank, mar fell deomp dimizi, ne gavimp mui eur plac’h iaouang euz a benn ar viaden.

— Ha ne deuz ket hirio var an douar muioc’h a laeron hag a riblaeron eget zo bet biscoas ?

— An dra-ze marteze, tad coz eo ar pez a c’halvont mont var araok ?

— Mont var araog ! ia, ia, potred ; mar deomp pell var araog evelse me ne ouzon ket peleac’h e vezo red mont da glask eur plac’h fur, eur servicher ha ne laerfe ket he vestr, eur micherour ha ne ve ket mezo bep sul, ha bep lun var ar marc’had.

— Guir eo, evelse ema bed ; hogen dre ma’z aimp var araok, kementse oll a vezo pareet.

— Daoust hag o vont var araog e virot oc’h Ian al lonker da chom da gousket dindan an duellen evel eur moroc’h chomet e dilerc’h ar mor var an treas ?

— Oh, ne raimp ket, me voar vad.

— Daoust hag o lenn scridou contamet e teui iec’het dezho, e crogint startoc’h el labour, hag e vezo clevet comzou muioc’h a zoare o tont euz ho ginou ?

— Douetus braz eo ne vellaint ket gant an dra-ze.

— Daoust hag o vont var araog e lamot digant ar merc’hed an ioul o deus d’en em ficha caer, d’en em ziskuez, da vont da racanellat ama hag ahont ?

— Oh ! ar c’hlenvet-ze ne vezo ket pareet c’hoas.

— Peleac’h ez eot-tu neuze da glask louzou evit scuba an traou fall euz ar bed, evit parea an dud a veler bemdez, evel a lavar egile, o coeza euz an derzien dom e drouk-sant ?

— Marteze tad Yvon, e rafe vad ho c’hrouga ?

— Ho c’hrouga ? ma ve crouget kement den dizuch a zo hirio var an douar, ne ve ket cavet a gerdin avoalc’h, ne ve ket a vrini avoalc’h evit dibri ho c’hik !

— Red e ve ho lacat er prizon.

— Ro peoc’h ! Neuze ec’h elfes sevel moger en dro d’ar bed oll, lacat an oll dindan ar vorail pe dindan an alc’hoez ; mes neuze pa es pezo destumet an oll er prizon, peleac’h e cavi archerien d’ho dioual ?

— Asa, tad coz, petra fell deoc’h da ober-ta ?

— Clevit, potred, ha selaouit mad : ne gaf ket din ec’h alfet parea eun den clanv nemet e diou c’his ; da genta o creski he glenvet, evit he gas d’ar bed all d’ober he glemmou....

— Ah ! tad Yvon, evit ar c’his-ze avad ne ket fall ! E guirionez an den, eur vech maro, ne ket clanv mui. Kementse a zigas da zonch din euz ar pez a lavare ar medesin en dez all da Baol ama. Ar medesin a ioa bet o velet hon amezek Glauda, ha Paol o veza digouezet gantha en hent pa edo o vont kuit, a c’houlennaz outhan :

— Ahanta, ha Glauda, penauz a ra ? Eat eo he derzien kuit ?

— Ia, eat he derzien kuit.

— Neuze-ta ema pare adarre hon amezek ?

— Salocras, maro eo.

— Maro ! ha c’hui o lavaret eo eat he derzien kuit ?

— Ia sur, mes Glauda zo eat kuit ive troad ha troad gant he derzien. Hag ar re all ive, ep mar, ma vent caset d’ar bed all, a iafe ho c’hlenvet d’ho heul.

— Ma na blich ket ar c’his-ze deoc’h, me anavez eun all. N’eus nemet clask eur medesin hag a anavesse ar c’hlenvet hag al louzou mad outha, hag a vouese ive pegement da rei euz al louzou-ze da bephini evit he barea.

— En dro-ma emaoc’h ganthi avad, tad Yvon ; hennez e tle beza ar c’his vad pe ne deus nicun. Mes peleac’h caout ar medesin hag al louzou-ze ?

— El leac’h ma her c’havas guechall hon tadou coz d’ar mare ma voant c’hoas gouez, ma lazent ho bugale evel pennou ier e kichen ar mein-hir, ma en em zebrent an eil egile e creiz al lanneier.

— An aviel ha croaz hor Zalver a deuaz a benn anezho. Ha brema ne anavezan louzou ebet ken nebeut nemet hennez.

II

Evit ar re a deu da lavaret deoc’h, potred, emaint gant ho c’hazetennou brein hag ho hentchou houarn, o vont da gas an dud var araog, emaint o vont da rei furnez d’ar voazed, ha glandet d’ar merc’hed, livirit dezho eus va fers, mar kirit, ne dint nemet gaouiadet ha batouillerien ne ouzont ket petra a leveront.

Pa za missionerien da brezek d’an dud divadez, d’an dud gouez, lavarit ama din hag eur vad bennag a rafent dezho o comz a hentchou houarn hag euz a droiou filoutet Paris ? Me zonch din e prezegont dezho an Aviel, e tescont dezho caret Doue, ha neuze e veler an dud gouez-ze o c’holo ho noasdet, oc’h eana d’en em zibri, hag o tont gant an amzer da veza tud ha christenien.

— An dra-ze-ta, tad Yvon, eo mont var araok evidoc’h-hu ?

— Petra ! tud hag a voar beva deread n’emaint-hi ket araog tud ne ouzont na labourat nag en em visca ? tud hag a voar renta servich d’ho breudeur n’emaint-hi ket araog ar re ho debr ? tud hag a zo e guirionez tud n’emaint-hi ket araog ar re zo henvel oc’h al loenet ?

— Lavaret mad a rit, tad coz, mes ar re a zo tud avoalc’h, ne ket difennet outho ive, credabl, mont var araog eun dra bennak ?

— Ia, ma vije er mad e vije sur, ne lavaran ket ; mes en dizurziou.

Gortozit, paotred, m’em eus c’hoas meur a dra da lavaret deoc’h var gementse.

— Evelse-ta, Tad Yvon, skigna an anaoudegez euz an Aviel eo mont var araog evit ar visionerien ? hag evit ar re all petra eo ?

— Petra eo ? Nec’het e vent lakeat, me voar vad, ma renkfent he lavaret.

Me zonch din e credont mont var araog oc’h ober evel a reont.

— Ne ket eun dra gaer, neuze ; ho mont var araok.

— Penauz o sonch deoc’h e ve ? Ne brezeger nemet a pez a ouzer. Ma en em lakafe va azen da ober scol var ar c’han, ne zonjan ket e teskfe calz a dra d’an eostig, ha ne ket gantha e ve deoc’h mont d’ar scol mar oc’h eus c’hoant da vont da gana oc’h letrin ho parrez.

Sellit, potred, ni etrezomp tud, a zo diskiantoc’h evit al loenet mud. Ha guelet oc’h eus-hu morse an herminig o vont da c’houlen digant ar penmoc’h (respet deoc’h), penaus derc’hel he zae digaillar, nag ar c’hillog o vont da zeski bale gant an ouad ? ha ni, diodet ma’z omp, zo prest ato da rei scouarn d’at re a voar blejal ha sklancat huela. An hini a blanto muia c’hoez en he drompil hag a scoio crea var he daboulin, a zacho ato ar muia tud var he lerc’h. Laeret, goapeet e vezer ; den avad ne fell dezhan anzao e ve bet goapeet na laeret, hag ar c’henta tro en em lezo da veza sachet adarre abouez he fri.

— Creski ar scoejou en he ialc’h, an dra-ze da viana, Tad Yvon, a zo mont var araok ?

— Guelloc’h ez ajet c’hoas var araok ma teskchet d’ar pinvidik rei d’ar paour. Pa vezo eat an oll da vro an aour da glask milionou, ha miret a raint oc’h eur paour dall epken da glask he vara, hag oc’h eur c’hlasker da vervel gant an naoun ? Pa grog ar sec’het aour en dud ne zonjont nemeur e dienez ar re izomek. Ha gouscoude e ve guelloc’h deski dezho rei evit deski dezho aloubi.

— Evit rei gouscoude, tad coz, eo red caout !

— Ia, mes an Aviel hirio eo derc’hel ha sacha ; eur pec’het marvel eo rei, hag Aviel Jesus eo hennez ? Credit an dra-ze hag efit dour....

Clask lacat an dud da veza guelloc’h o teski caret muioc’h an arc’hant a zo clask digas guenn bizach eur glaouaer o frota ludu glaou outhi, ha neuze, sonjal digas an oll pinvidik ? Kementse a zigouezo da sizun ar pevar iaou. Ha pa deufent zoken pinvidicoc’h, biscoas n’em eus guelet va marc’h o vont buanoc’h pa veze laket eur zac’hat muioc’h dezhan var he gein.

An nep ne vel ket an dra-ze sclear hag anat, a eller lavaret zo map bihan da rouanez ar gozet.

— N’eus fors, Tad Yvon, a bouez mont var araok gouscoude ec’h en em gavimp eun tu bennak.

— Ia, eun tu bennag e tigouezimp sur. Nep a ia gant hent Brest a zigouezo e Brest, credabl, ha nep a ia gant hent Naonet a zigouezo e Naonet ive douetus, nemet terri a rafe he zivesker en hent. An hini avad a fell dezhan mont da Naonet hag a gemer hent Brest, en devezo chans ma tigoez eleac’h ma fell dezhan mont.

Caout a ra deoc’h-hu e vezo great tud a zoare, tud a benn, tud fur gant ar vugale-ze a zaver hirio, o teski dezho lavaret geier, eilgeriat oc’h tad ha mam, ober dezho evel a rea en dez all map an amezek Berder, eur mec’hiek eis pe nao bloas ? He vam a c’hourc’hemenne eun dra bennak dezhan, hag al lampon bihan a droaz he gein dezhi hag en em lakeas da skei… c’hui voar peleac’h, en eur lavaret… c’hui voar petra. Setu eno, nebaon, danvez mad !

Ha great e vezo sænt euz an dud oc’h ho foulza d’an tavarniou, da lenn cazetennou brein, da zilezel ar meziou evit mont e kær ? Sellit, mar kendalc’hont e vezint guelet o crevi a vandennou e foz an hent bras. Guech all e laket eur groazig eleac’h ma veze maro unan bennak dre zarvout ; hirio ne rer mui cals a gredan ; ma rafet ive, foz an hent braz a deufe tre da veza eur vered.

Ha laket e vezo an dud da veva en unvaniez o teski dezho sacha an eil divar goust egile ? Me gred, mar kendalc’her da rei kenteliou evelse dezho, e vezint guelet ep dale oc’h en em zrailla, hag en em zebrint an eil egile ker brao ha ker pis, ne vezo cavet en dachen var ho lerc’h nemet ho bouteier.

— Asa, tad coz, goal lopa a rit, evel kent, var gein ar voazed hag ar vugale ; hag ar merc’hed, noc’h eus-hu netra da lavaret divar ho fenn ?

— N’em eus nemet bete re.

— Livirit deomp-ta eur ger bennak.

— Ar merc’hed o deuz eun dra bennak muioc’h a furnez, muioc’h a skiant vad, muioc’h a voeden benn evidomp-ni.

— Neuze ta e tlefemp kemeret ho ali, e tlefemp zoken ho lezel d’hon ren ?

— Han, ia ! ne ve ken nemet ho lezel d’hon ren ! Ne ve ken nemet ho lacat da vont var araog ive evel ar goazed ! Neuze ez afe an traou en dro ! Neuze e ve great lezennou ! Brema e trabellont avoalc’h ep an draze ; neuze ep mar e vent guelet o prezek var an oll dachennou marc’had.

— Ha perak ne rafent-hi ket a lezennou ive mar o deus skiant avoalc’h ?

— Neuze e colfent ar pez o deuz. C’hoant avoalc’h o deuz, ep kementse, da vale var roudou ar voazed. Guelet a rer hiniennou brageier gantho, tokou goazed var ho fenn, eur gorzen en ho dorn hag eur segalen en ho ginou. Ar re-ze, ep mar, ne c’houlenfent ket guell eget beza carget da ren ar bed.

— Ha petra livirit euz ar picol braz-ze a zougont hag a zo dindanhi, evit rei tro dezhi, eur pez malikin pe eur c’hloc’h kement ha cloc’h bras Braspars, hag a c’halver, a gredan, crinolin ?

— Crina-lin ? Criza-lin ? Lin criz avoalc’h eo sur ; rak meur a hini euz ar re a zoug ar panerou bras-ze o deuz a veach eun hivis lien stoup da lacat dindan-ho. A drugare Doue ar c’his divalo-ze ne ket deut c’hoas var ar meaz, hag ar merc’hed a stak d’al labour n’her c’hemerint ket buan. Mar gell avad eur strinkel pemzek pe c’houezek vloas caout fret da vont e kær, ha pa ve da blac’h crot pe da blac’h ar ier e ve, abarz eur mis goude e vezo guelet ive kelc’het evel eur varriken, tolet ganthi dreist ar c’hillou-ze eur stlabez braoeri bennak da c’holo he zruillou.

— Ar merc’hed divar ar meaz a gavit fur-ta, tad Yvon ?

— Furoc’h e vijent da viana ma na lakajent morse ho zreid e tavarn ebet ; ma o divije skiant avoalc’h evit chom ep mont da heul goazed, potred daou bennok, d’an tiez-ze eleac’h ne zescont ket a dra zur beza furoc’h. Ah ! me garje o pije clevet Lan an Dall, eur mignon am euz du-ze e bro Leon, o coms divar benn ar merc’hed distrantel-ze, o tistaga var gein ar strinkellet, ar pennou scanv-ze a zarempred an tavarniou, hag a ia ac’hano roget ho c’hoef pa n’o deus ket he gollet, hag a veler avechou eur votez gantho euz a bep parrez ; rag eno e vez collet, troclet meur a dra.

— Aoun am eus, tad Yvon, na rafac’h ive evel calz a re goz a zo dalc’h mad o fougeal an amzer dremenet, hag a gaf abeg e kement a velont brema, ha dreist oll er re iaouank.

— N’em eus c’hoant ebet da fougeal an amzer goz divar goust an amzer brema. Gouscoude e ve red beza dall ma na velfet ket ez euz hirio dizurziou ha ne glevet hano ebet anezho guech all. Ha ne ket guir ez eus teir guech muioc’h a davarniou hirio evit a ioa brema ez euz antercant vloas ? Dek guech muioc’h zoken a elfen da lavaret ha ne lavarfen ket re. Peleac’h o pije cavet neuze eur plac’h iaouank divez avoalc’h evit mont d’an davarn etouez bandennadou goazed ? E peleac’h o pije cavet zoken eur plac’h iaouang hag e divije credet mont en hent he unan scoaz oc’h scoas gant eun den iaouank ? Ruzia e devije great bete guenn he daoulagad ma vije lavaret hano euz a eun dra evelse dezhi, ha gouscoude hirio e veler an dra-ze hag en deiz hag en noz. Mar guelet eta eun dizurs bennag en amzer goz, hag e velet, setu aze da viana unan ha ne velet ket.

Hirio evit guir, ez eus muioc’h a zescadurez, a leverer, hag etouez ar voazed hag etouez ar merc’hed. Ne lavaran ket nan ; hogen neuze ive e tlie ha goazed ha merc’hed anaout guelloc’h ar mad hag hen ober. Rak mar deo evit ober muioc’h a zroug eo ez eont var araok, mar deo evit beza goassoc’h eo o deus muioc’h a sclerijen, me lavar deoc’h e vije bet guelloc’h dezho e vije bet guelet ho diouscouarn oc’h asten, hag e vijent deut da veza henvel oc’h eul loenik koant am eus me du-ma, n’eus drougiez ebet enha, nemet pa ve c’hoant avechou d’he gas var araog, ec’h hij he benn hag e caf guelloc’h dont adren. Ha setu avoalc’h evit hirio var gementse ; ema ar c’huilet o voudal ha mall eo deomp mont pephini d’he gær, pe bremaig e vezimp laket e reng ar re ma emaomp o comz en ho enep.

————


IAN BART.
————
I

Evel ma kemerer peurvuia plijadur o clevet hano euz an taoliou caer great gant hiniennou euz an dud dispar a veler a amzer da amzer var an douar, ez an da verca ama eun taol caer pe zaou great gant eur martolod euz ar seurt n’eus ket bet guelet alies e bro C’hall, ha nebeutoc’h c’hoaz er broiou estren. Piou n’en deus ket clevet comz euz a Ian Bart, ar martolod dispar-ze, al leon, ar bleis mor-ze a lakea he unan da grena ar Zaozon hag an Hollanted ? Ian Bart a voa euz a gær Dunkerk, porzic mor euz a Frans var ar Manch. Ac’hano e velet ar martolod dispar-ma o vont var ar mor braz, o cribat listri brezel euz ar re vrassa, oc’h ho aloubi pe ho c’has d’ar gouelet ; ha souden e velet he lestrig o tistrei da bors Dunkerk, sounn he voueliou gantha, ha var he lerc’h eur rencat listri paket gantha ha cabestet, listri bras, listri bihan, listri brezel, listri marc’hadour hag hi o tont an eil varlerc’h egile, evel ma velit avechou ar varc’hadourien gezeg o vont euz a foariou Breiz-Isel renkennadou kezeg iaouank gantho stag an eil oc’h lost egile. En eur bloavez e leverer ec’h aloubaz evelse nao lestr brezel ha c’huec’h cant deg ha triugent lestr marc’hadour. Guelet a rit e croge du, hag a dra zur, ar Zaozon hag an Hollanted a dlie c’hoarzin melen pa velent lestrik Ian Bart o tispaca eun tu bennag var ar mor hag oc’h ober he bourchas da vont da gaozeal gantho.

Deut oa an Hollanted ne gredent mui lacat eul lestr marc’hadour var ar mor, nemet daou lestr brezel a vije oc’h he zifen, unan a bep tu. Hogen kementse ne reas nemet creski ho c’holl ; rag Ian Bart a gavaz ive daou lestrig all evit he zicour. An tri lestr-ze a velet o nijal var ar Manch evel teir sparfel o clask ho freiz. Ha pa veze listri marc’hadour an Holland o clask tec’het araog unan, e tigoueze an daou all varnezho hag e vezent aloubet listri brezel hag all. Neuze pa na veze ket a amzer, pe pa veze re anezho evit ho lacat a reng da zont da bors Dunkerk, e poulzent anezho a vanden en ho raog evel ma poulz eur messaer he zaout pe he zenvet.

Gouscoude ar Zaozon a deuaz a benn da deleur ho c’hraban var Ian Bart ha d’he gas gantho prizonier. N’o devoue ket anezhan marc’had mad, ec’h ellit cridi. Deg oant oc’h unan ; pevar c’hant den a ioa lazet dezho, ha ne aljont cregi en ho enebour bras nemet pa voa collet he oll vartolodet gantha. Ar Zaozon ne jomaz etre ho daouarn, daoust d’ho oll ners, nemet Ian Bart, Forbin, cabiten eul lestr all ha Robert he Eil. An oll listri marc’hadour ma edo Ian Bart ha Forbin oc’h ho difen, a ellas tec’het kuit hag en em zavetei. Petra rea da botred Brozaoz ho oll gollou, eur vech ma edo Ian Bart etre ho daouarn ? Kement a fouge a ioa enho ma voue laket ober festou a levenez hag ebatou dre Vro zaoz oll.

Da gær Plymouth e voue casset an tri martolod, ha laket eno er prizon. Ar jolier carget d’ho dioual a ioa eun den mac’haniet, hanvet Ioun, eur c’har goat dezhan. Ne aljet ket beza cavet eun all hag en divije muioc’h a gassoni oc’h ar fransizien. Diou vech bemdez ez ea da gas dezho ho zarn bouet, hag e c’hellit cridi, ne veze ket druz ho zam lib-he-bao. Ioun a furche bemdez ar plouzen ho lochen en eur c’hrosmolat, ha pa zea kuit, divar dreuzou an or gant eur mousc’hoars ginet, e rekete dezho calz a blijadur en ho stad nevez.

Ar gouarner a deue ive avechou d’ho guelet ; ne ket avad evit gouzout hag en a vanke eun dra bennag dezho oa, mes evit ho diskuez da eun itron bennag a deue da zellet outho evel ma zer da zellet oc’h oursien pe loenet gouez all evel a gasser da ziskuez d’ar c’heriou.

Gouscoude evel ma zoant bet gouliet, e veze digaset eur medesin d’ho louzaoui. Ar medesin-ma a veze alies goal gasset gant ar gouarner, ha ne c’houlenne ket guell evit guelet ar brizonierien o tec’het ac’hano gant ma c’helje tec’het gantho. Clasc a rea an dro d’ho zicour. Ia, mes potr ar c’har goad a ioa eno, ha pa deue ar medesin da ober he dro, e teue kerkent hag hen, hag e chome da zellet outhan keit ha ma veze oc’h ober he labour, nemet gouscoude red o vije bet dezhan mont da zigeri an or divar greis sevel eul loum guin ardant bennag. Rag neuze e leze ar medesin he unan, hag e tistroe da beur lipat he veren, ha setu penauz ec’h ellaz ar medesin lacat eul lim bihan etouez al lian a c’holoe gouliou ar brizonierien.

An tri martolod, e c’hellit cridi, a reaz ho mad gant al lim-ze. Abars nebeut o doa limet eur varren houarn er prenest a scoe var ho frizon. Evel ma voa huel ar prenest, daou anezho a veze en ho za oc’h ar voger, hag an trede a zave var ho diouscoaz hag a laboure ac’hano. Bevech e stankent ar c’hoch evit na vije ket anat e voa bet touchet oc’h ar varren. Ne distagjont ket tre ; pa voa casset tano avoalc’h da ellout he zerri gant an dorn, he lesjont da c’hortos ma cafjent an dro da dec’het kuit.

Ioun gouscoude, evit beza n’oa ket tano he fri, a zante e raje an tri martolod-ze eun dro louarn bennag dezhan, ha ne gouske tam diencrez. E guirionez, pa zonje en doa da zioual tri den hag o doa tennet kement a daoliou caer d’ar Zaoz ha d’an Holland, ne dleer ket beza souezet ma en doa potr ar c’har goat eun tam poan benn bennag. Tri labous evelse n’int ket aez da zerc’hel en eur gaouet. Ioun eta a deue aliesoc’h aliessa da velet he dri brizonier. Pa zonjet nebeuta e clevet an alc’hoez o scrignat er potail, ha dor ar gaoued a zigore en eun taol. Hogen caer en devoa dont dre laer, ato e cave an tri martolod er memes leac’h, Robert en eur penn euz an daol oc’h ober neuz da gousket, Forbin er penn all oc’h ober neuz da scrifa, ha Ian Bart o vont hag o tont o sacha var he gorn butun. Kementse eleac’h dinec’hi potr ar c’har goat, hen lakea nec’hetoc’h c’hoas. Meur a vech e scrabe he benn, pe e casse he zorn izeloc’h evit he c’hlin evel pa en divije debron en he dam coat.

Eun dervez Ioun a deuas d’ar prizon tenvaloc’h c’hoaz he benn evit kent. En em lacat a reas da furcha, da scuba kement corn a ioa er prizon-ze, ha dre ma furche e c’hrosmole, e toue, mes ne lavare ger d’an tri martolod. Prest goude e voueschont petra ioa bet oc’h ober prez d’ar jolier hag oc’h he lacat da scuba ar prizon evel ma en doa great. Eur Zaoz a reng huel, eur c’habiten braz a vor, ar pez a c’halver e Frans eun Amiral, hag e Brozaoz eur C’homodor, a deue da velet an tri brizonier.

Gouarner ar prizon a deuaz eta da zigas ar c’homodor Philips da zellet oc’h an tri vartolod. Ar c’homodor-ze a ioa eur picol den ken teo hag eur variken, eur varo demruz dezhan, hag he vizach henvel tost da vad oc’h al loar pa vez en he c’hann. Beac’h en devoue o vont dre’n or, ha pa en doa gallet mont tre en eur c’hoeza evel eur moroc’h, e c’houlennas dioc’htu pehini oa Bart. Diskuezet oue dezhan, hag e chomaz eur pennad mad da zellet outhan ep lavaret nemet ar ger-ma : oh !

Ian Bart n’edo ket o fumi neuze ; mes kerkent e crogaz en he gorn hag en em lakeas d’he dana. Ar moget butun ne blije ket d’ar c’homodor, hag e cassaz he zorn d’he fri evit stanca he zifronn, en eur lavaret : oh ! nag a c’huez fall ! An arveziou-ze ne blijent ket da Ian Bart, hag ar Gouarner evit miret na zafje tabut, a lavaras d’ar martolod :

— Ar c’homodor Philips a lavar deoc’h e ra poan dezhan ho kuelet ama ; e vije bet guell gantha en em gaout ganeoc’h eun tu bennag var ar mor...

— Oh ! ies, eme ar zaos teo, me caret caout c’hui crog ha crog var al lestr.

— Mad, eme Ian Bart, me roi an tam plijadur-ze dezhan kerkent ha ma vezin eat en dro da Frans.

— Petra lavar, eme ar c’homodor ?

— E rai, eme ar gouarner, eur c’hrogat ganeoc’h kerkent ha ma vezo eat ac’hann e Frans.

— Pa vezo eat en dro da Frans ?

— Ia, evelse a lavar.

— Pa vezo eat da Frans ? Ar c’homodor a reas neuze eur c’hoarzaden ker cre ma strincas diou voutounen dioc’h he zae. Ne grede ket ec’h alje ar zaozon lezel biken Ian Bart da vont d’he vro. Hag e guirionez ne voue ket lezet da vont. Ni a velo hag

hen ne deas ket ep otre ar zaos.
II

Ar c’homodor en em dennas neuze euz ar prizon, hag ar gouarner, en eur vont kuit, a lavaras d’an tri brizonier.

— Eur c’helou mad am eus da rei deoc’h, aben tri dervez ama e viot casset da Londres.

Pa voant eat kuit, an tri vartolod a lavare etrezho.

Red eo deomp tec’het araog ma vezimp casset da Londrez ; rag eur vech eat di, ne allimp ket hen ober.

— Red eo deoc’h tec’het en nos-ma, eme Robert.

— Ha te, n’ec'h eus ket a zonch da dec’het ? N’out ket pare avoalc’h !

— Nan, me a jomo ama. Me ho sicouro da zevel dre ar prenest, hag eur vech ma viot e Frans, c’hui a lacai va chench oc’h eur zaos bennag. An dra-ze a vezo aez deoc’h da ober ; me n’em eus ket a vrud.

Ia, mes izom o doa euz ar medesin, hag ar medesin ne deue ket. Antronoz e teuas gouscoude. Ioun a deuas gantha, hag hen lezaz he unan. Mes goude m’oa eat kuit, e teuas goustadic da zellet dre doul an alc’hoez, hag ho c’havaz ho fevar o cuzulat.

— Ah, bouet ar gounnar, eme Ioun, me vouie ervad, c’hui so o clask ober eun taol fin bennag ! Varc’hoas ni velo ! Me lacai cregi er medesin-ze !

Abenn eun anter heur pe var an dro, ar medesin a scoas var an or evit goulen mont kuit. Potr ar c’har goat a ieaz eun nebeut a dren, hag a deuas goudeze en eur stirlincat he alc’hoeziou. N’en doa ket a c’hoant e vije santet edo he fri e toul an alc’huez. Goulen a reaz oc’h ar medesin.

— Echu eo ho labour ?

— Ia, eme ar medesin.

— Da bet heur e teuot varc’hoas ?

— Da zeg heur evel hirio.

Paotr ar c’har goat a lavare outhan he unan ; kea atao, varc’hoas me lacai cregi enhout !

Hogen en noz-ze, da eun heur dioc’h ar mintin, e clefjot trouz eun nebeut grae taolet oc’h prenest ar prizon.

Ian Bart a grogas neuze ar paz enha. Hennez oa ar sin etre ar medesin hag hi. Neuze Forbin a zao var discoaz Bart, a beurzistag ar varren houarn, hag a zisken er ru var bouez eur gorden golo blansonet gantho, hag a behini Robert a zalc’he eur benn.

Bart a zavas goude var diouscoas Robert hag a ziskennaz evel Forbin. Robert a deuas neuze buhan d’en em deleur etouez he golo hag en em lakeas da roc’hat ker cre ma vije clevet euz an eil penn d’egile euz eur c’hazern. Mad oa dezhan, rag Ioun ne gouske ket, hag a deue bep en amzer da zilaou e kichen dor ar prizon. Hogen dinec’h e chome o clevet roc’hadennou Robert, hag e lavare : Ia, ia, cousk, roc’h, varc’hoas c’hui velo !

Etredaou Bart ha Forbin, hag ar medesin oc’h ho bleinia, a voa eat d’ar pors-mor, hag a zave en eur vagic pesketa. Ar medesin a voa bet en ho raog hag en doa roet louzou cousket da berc’hen ar vag-ze etouez guin ardant. Laket en doa er vag eun tam bouet bennag hag ive unan bennag euz ar benviachou a voa red da gaout. Ar pors mor a voa goloet a listri brezel. Dre ma tremenent ebiou da eul lestr, ar martolod e goard a grie outho. Hogen Bart a vouie eur ger saoz bennag hag a responte bevech : pesketerien ! ha neuze e lavaret dezho en em bellat. Cridi a ellit an daou gamarad ne c’houlennent ket guell. Tremen a rejont evelse dre greiz an oll listri a voa eno.

Hogen lezomp Bart ha Forbin var ar mor, ha deomp da gaout Robert chomet er prizon.

Da zeg heur, ervez he gustum, Ioun a deuas da zigeri. Ar medesin n’oa ket deut. Robert a roc’he ato. Pa gleo ar jolier, e sao var he ilin, e tigor he c’hinou da zisvlezi ien hag he c’houlen, ped heur eo ?

— Me n’oun ket eun horolach, eme Ioun, peleac’h ema an daou all ?

— En ho guele, credabl, me n’oun ket carget d’ho dihuna. Potr ar c’har goat a ieas kuit var gementse, mes da unneg heur e teuaz adarre, hag ez eas neuze beteg al leac’h ma couske an daou all. An daou labous a ioa nijet kuit. Da genta e chomas sebezet da zellet en dro dezhan, mes he lagad a goezas souden var ar prenest eat eur varren houarn anezhan, hag hen neuze leskeul unan euz ar brassa leoudouet so bet losket biscoaz e Brozaos. Eat kuit ! emezhan.

Robert a zavas neuze en eul lam en he za : petra, emezhan, eat kuit ha lezet ac’hanon-me ? Hag en em lakeas da zorna a enep an daou drubart a ioa tec’het ep lavaret ger dezban. Mar doa droug er jolier, Robert a ziskueze e voa muioc’h c’hoaz enha. O clevet an trous, goardou ar prizon a ziredaz hag ar gouarner a ziredaz ive.

— Petra zo ?

— An daou drubart, eme Robert, an daou vastokin so tec’het kuit ha va lezet me ama !

— Petra ? ne vouiac’h ket petra o doa sonch da ober ?

— Ma’m bije gouezet, Aotrou gouarner, me ne vijen ket chomet ama var ho lerc’h.

— Ne ouzoc’h ket pe seurt hent a dlient da gemeret ?

— Peleac’h ec’h oufen-me ? Me garje gouzout evit mont var ho lerc’h hag ho faca, an diou grougaden !

— Dre vor e vezint eat credabl ?

— Dre vor ? Ia ha penauz mont dre greiz ho listri brezel a zo aze leun ar pors-mor gantho. Ah ! pa zonjan ; Bart en deus laket ober eur boutou ler nevez, hag a lavare oc’h ho guisca : Ar re-ma so mad da vale.

Ar gouarner a c’halvas Ioun : Guir eo en deus laket Bart ober eur boutou ler nevez ?

— Ia, Aotrou.

— Oh ! Dre zouar e vezint eat. Hag ar gouarner rei urs da vont var an oll hentchou evit cregi enho araog ma vijent eat pell.

Etre daou potr ar c’har goat a furche ar c’holo, an daol, ha zoken buret al liou ; prest avoalc’h en divije he zorret evit guelet ha n’oa ket en em guzet an daou vartolod enhi.

Ar gouarner a c’houlennaz digant ar zoudard a ioa e goard ha n’en doa clevet trouz ebet.

— Nan, emezhan, nemet Ioun so bet deut aze da zellet dre doul an alc’hoez e creiz an noz.

— Ha petra reac’h aze d’ar mare-ze, Ioun ?

Ha n’oc’h eus ket clevet troc’ha ar varren houarn ?

— Ar varren houarn, eme Robert, a ioa troc’het pemp pe c’huec’h dervez zo.

— Ha ne vouiac’h netra euz an dra-ze, Ioun, ha c’hui o tont d’ar prizon diou vech bemdez, hag o tont c’hoaz en noz da zellet dre doul an alc’huez, ha dres er mare ma tec’he an daou labouz euz ho c’haouet ! Soudart, crogit e Ioun, ha lakit-hen eleac’h m’edo an daou vartolod en deus lezet da vont kuit. Ni velo divezatoc’h pebez sicour en deus roet dezho da dec’het.

Setu ar paour kez gar goat, goude kement a boan evel en doa kemeret, laket e caouet al labouset ma voa carget d’ho dioual.

Etre daou, daoulagad ar gouarner a goezas var eun tam paper a ioa var an daol. He gemeret a reaz hag e velaz oa eul lizer scrifet dezan he unan Buan hen digoraz hag e lennaz ar c’homzou-ma :

Aotrou Gouarner,

« Evel n’on eus ket a amzer, Ian Bart ha me, da vont beteg enhoc’h araog mont kuit, plijet ganeoc’h reseo ar mercou a anaoudegez vad a lezomp ganeoc’h var ar paper-ma euz ar vadelez oc’h eus bet evidomp keit ha ma zomp bet ama. Poan vraz a ra deomp mont kuit ep ho kuelet ; hogen ar mare zo deut, ha ne allomp ket gortos. Mar deuit morse e Frans, ha mar bezomp carget d’ho tioual, bezit sur ne vanco netra deoc’h. Lavarit, mar plij, d’ar c’homodor Philips, e cavo Ian Bart prest da ober eur c’hrogat outhan pa garo.

« Ho servicherien dister,
« Forbin ha Bart. »

Evel a velit, Forbin en doa scrifet al lizer-ze, hag ar gouarner a gounnare : Mont kuit evelse, emezhan hag ober goap ac’hanon c’hoas !…

Goude beza lennet lizer an daou vartolod, ar gouarner saoz ne vouie mui petra rea gant he gounnar. « Ober goab ac’hanon c’hoas goude tec’het kuit ! » Dioc’h he gostez, Robert a ziskueze ato ive beza en eur gounnar ar vrassa dre ma voa dilezet eno gant he zaou vignon. Ioun ken nebeut n’oa ket goal laouen he zrem oc’h en em velet laket er gaoued eleac’h an daou labous en doa lezet da nijal ac’hano.

Ar gouarner a c’hourc’hemennas furcha kement tavarn a ioa e Plimout, cas archerien pe zoudardet var gement hent a gas da gær, ha furcha ive beteg ar gouelet kement bag, braz ha bihan, a iaje er meaz euz ar pors. « Me zesco deoc’h, francizien, emezhan, ne dec’her ket euz a Vrozaoz evel ma carer. »

Ia, mes d’ar mare ma counnare ar gouarner, Bart ha Forbin, hag ar medesin eat d’ho heul, a ioa pell ac’hano o rouevat var ar mor braz, hag antronoz vintin, var dro sao-heol, tri den, guisket evel tri martolod saoz, a zouare var aod Breiz-Izel, en eul leac’h nebeut darempredet, c’huec’h leo dioc’h Sant-Malo.

N’o doa ket great cant pas var an aod na glefchont eur vouez o c’hopal dezho :

— Piou zo aze ?

Var an deven ez oa c’huec’h gard bantet ho fuzillou gautho.

— Piou zo aze ? a voue lavaret eun eil guech.

— Ian Bart ha Forbin.

— Gortozit ma vezo guelet.

— Ar serjant a deuas da velet piou oant hag ec’h ellit cridi, ho lezas da vale. Da greisdeiz oll gleier Sant-Malo a ioa laket e bole evit ho digemeret, hag e casset cannadet a bep tu evit rei da anaout dan oll oa distro Ian Bart, Leon braz ar mor.

Ian Bart ne jomas nemet eun nebeut derveziou e Sant-Malo, hag a ieas da gær Dunkerk. Ne’m eus ket izom da lavaret deoc’h pebez fest a voue etouez tud a vor ar gær-ze pa zigouezas. Epad ma edo o conta d’he vignonet penauz oant tec’het euz a rouejou ar zaozon, setu unan o tont da skei var he scoas.

Ian Bart a zistro, hag a vel Robert, an hini a ioa chomet var ho lerc’h e prizon Plimouth.

— Sell, te a zo aze ?

— Ia, me so ama distro daou zervez zo.

— Ha penauz ec’h eus gallet tec’het ac’hano.

— Ar gouarner en deus credet ez oa cassoni etrezoc’h-hu ha me, hag abalamour da ze en deus bet madelez evidhon. Va lezet en deus da vont e leac’h ma carjen gant na dajen ket er meaz a gær. Evelse em eus lavaret kenavezo dezho. Hogen ar zaos n’en deus ket collet ganeme.

— Penaus ta ?

— Me’m eus lezet eun all em leac’h.

— Ha piou ?

— Paotr ar c’har goat. Ar gouarner o veza gouezet oa bet o sellet dre doul an alc’houez an nosvez m’oac’h tec’het kuit, hag o velet ar gounnar a ioa enhon me dre’n abeg ma voan dilezet ganeoc’h, en deus credet e voa a unan ganeoc’h, hag en doa ho sicouret da nijal euz ar gaoued. Ha setu perag eo laket Ioun en toul da ziskuiza eun nebeut.

— Eul labous atao eo eleac’h tri ; ar gaoued da viana ne vezo ket goullou tre.

— Asa, eme Rohert, ha brema, petra raimp ni ?

— Hirio, eme Ian Bart, ez eus fest epad an deiz. Varc’hoaz avad ez aimp adarre var ar mor. Eun tamig dle on eus destumet e Plimouth hag a zo red deomp da baea d’ar zaoz.

— An dra-ze zo guir ; eun tamig dispign o deus bet ganeomp.

Eun nebeut derveziou a dremenas gouscoude araog ma teuas an urs dezho da vont var ar mor. Dont a reaz erfin, ha Ian Bart a ioa pourchasset oll he lestrig pa zigouezas var rad Dunkerk daou-ugent lestr brezel etre listri saoz ha listri Holland. En em gilla a rejont en dro d’ar rad ha d’ar pors mor ; ma na alle mui lestrig ebet mont er meaz euz ar pors.

Ian Bart a iea hag a zeue var eun deven a zioc’h ar rad, en eur fumi he gorniat, hag o teleur beb en amzer sellou treuz var ar c’hoajat listri. Robert a zigouezas gantha, hag a lavaras :

— Setu ni adarre er prizon-ta ?

— Hum ! eme Ian Bart, eur goal gae o deus laket aze deomp ; gouscoude etre an daou lestr-hont ez eus marteze eun or ledan avoalc’h evit eur fregaden.

— Pe seurt daou lestr ?

— Sell, ne veles ket, an daou lestr saoz-hont, an daou vrassa. Ne ve ket lavaret o deuz ar zaozon lezet ahont eunn alez da bourmen ?

— Ia, mes ar guez so var bord an alez-ze, eleac’h deliou ha frouez, a zo bouliji enho.

— Guaz aze, me ranc guelet. Ne veles-te ket du-ze, a bell var ar mor, listri marc’hadour o vont ken dibreder evel pa ne ve mui a dud a vor e Frans. Ne gavin ket mad va butun mui ken n’am bezo lavaret eur ger pe zaou d’ar re-ze. — Ha Ian Bart a stoke he gorn var ivin he vez meud evit discarga al ludu anezhan.

— Neuze-ta, Cabiten, eo great ho sonch ganeoc’h ?

— Ia, great mad. Ha te, ne deui-te ket ganeomp ?

— Oh eo. Pe zeis ?

— Lavar-ta, pe nosvez ? Rag e creiz an noz eo e tremenimp, ar c’hef tan en hon dorn, dindan moustachou ruz ar c’homodor.

— Ha mar bezomp clevet ?

— Mar bezomp clevet, e suillimp ho baro da unan bennag euz ar zaozon, e tivarc’himp unan bennag euz ho listri, ha goudeze… tan… hag e savimp en ear, Ioun zaoz ha ni.

— Mar tigouez kementse, e c’houlennan ar garg da lacat an tan er poultr.

— Hag e pezo, gant ma laki an tan gant va c’horn butun ; rag touet em euz eo va c’horn a zervichje da gef tan evit suilla ar zaos.

Eun dervez bennag goude, gouarner Dunkerk a scrife d’ar c’houarnamant ar pennadik lizer-ma :

« Rei a ran deoc’h da c’houzout eo tremenet Ian Bart, en nos-ma, a dreus daouugent lestr o deuz an enebourien ama var ar rad. Trivac’h pe ugent euz al listri-ze so brema o redek var he lerc’h.

Ian Bart so eat er meaz euz ar pors, ha goudeze dre greiz al listri saoz, ar c’hef tan en he zorn.

Ne ouzon ket d’ar zur petra eo ners pephini euz al listri enebour ; ar pez a ouzon eo ar bihana anezho a zoug daouugent pez canol, hag ar re vrassa a zoug pevarugent. »

E guirionez, ar martolod dispar, Leon ar mor a ioa tremenet, gant seis fregaden hag eul lestrig all bihanoc’h, dre greiz ar zaozon hag an Hollanted. Tremenet oa dindan fri ar c’homodor he unan, var hed diou pe deir goured epken dioc’h he lestr bras !

IV

Pa en devoa gallet Ian Bart tremen gant he eis lestrig dre greis listri ar zaozon, hag en em gaout adarre var ar mor braz, e teuaz adarre ive da gaout c’hoek he vutun. Antronoz dioc’htu, evit ober he zorn, e plaoufas pevar lestr saoz carget a varc’hadourez euz ar re talvoudussa ; daou zervez goude e tigouez gantha pevarugent lestrig hag eul lestr brezel oc’h ho ren. Devi a ra ar pevarugent lestrig hag e cas al lestr brezel da vouelet ar mor. Neuze e za var aodchou Brozaoz hag e laca an tan e kestel hag e Keriadennou abez. Ac’hano e za da Scos, hag eno e ra ar memes distruch. O paea he zle edo.

Etretant ar C’hommodor Philips, gant he zaouugent lestr brezel, a ioa ato dibreder bras var rad Dunkerk. Listri brezel a velent er pors, ha keit ha ma ho guelet eno, ne gredent ket e vije diblasset lestr ebet ac’hano. Rag evel on eus lavaret, ne ket al listri brassa eo a ioa eat gant Ian Bart. A hent all, an oll vartolodet Saoz hag Holland a assure n’oa ket diblasset eur vag ep mui ken euz a bors Dunkerk.

Ar C’hommodor eta a ioa fouge enhan. Ne alle ket Ian Bart miret da goeza etre he zaouarn. Mestr oa d’ar rad ha d’ar pors mor. Eur mintinvez ma voa c’hoas gaeoc’h evit kent, setu hen, goude beza taolet eur zell var al listri, hag o tisken d’he gambr. Kemeret a ra eur verennat melenog evit rei sclerijen d’he speret, hag en em laca da scrifa. Abenn eur pennad e sonas da c’hervel he Eil, ar c’henta letanant. Pa voa deut e lavaras dezhan :

— Clevit, Vaverley, emezhan, livirit din ha plijout a ra deoc’h ar pennadik lizer-ma ; silaouit :

Aotrou Bart,

Me Jorj Philips, Commodor ar Roue Guillou, ha corden-vraz euz he urziou, am euz an henor da zigas deoc’h da zonch euz ar pez o poa prometet pa edoc’h er prizon a beleac’h oc’h techet hag eleac’h ma em euz esper d’ho cas adarre abars nebeut. Lavaret o poa e rajac’h eur c’hrogat ouzin kenta guech ma en em gafchemp e tro. Evit doare ar guel euz hon listri en deus great deoc’h ancounac’hat kementse. Hoc’h alia a ran da zont, araog diou vech peder heur varnugent ama, d’en em lacat prizonier etre va daouarn. Ma na deuit ket, e vezo red din cas eun anter dousen martolodet da lacat an tan en ho pagou ha da gregi enhoc’h e creiz ho kær.

Gant eur c’hoant bras d’ho cas da ziskuez d’ar Roue va Mestr.

Jorj Philips.

— Hem ! Vaverley, petra livirit euz ar pennadik scrit-ze ?

— Dudius, Commodor ; re vrao evel kent e comzit oc’h eun den evelse, eur prizonier tec’het !

— Ia, mes, ne velit ket e ran goap anezhan ? Petra zonjit euz ar c’homzou-ma : devi ho pagou ha cregi enhoc’h e creiz ho kær ?

— Ia, ar c’homzou-ze zo goapaüs ; flemmuz int zoken.

— Evel a livirit, flemmuz int. Lakit pourchas eur vag da vont da gas al lizer-ma da Ian Bart.

— Va unan ez in-me d’he gas ?

— Petra ? ober goap a rit-hu ? Eul letanant a vor a Vro-Zaoz da gas eul lizer da eur mastokin tec’het euz ar prizon ! Ar potr-keginer, ia ar potr-keginer so mad evit ar grevidi-ze. — Ar C’homodor o cridi en doa lavaret eur gomz a speret, a reas var gementse eun abaden c’hoarzin balc’h evel m’oa boas da ober.

Al letanant a ieas kuit var gementse. Hogen kerkent e teuaz adarre en dro.

— Comodor, eur fregaden so erru a dis d’hor c’haout, hag a ra sinou evel pa ve prez varnezhi.

— Petra zo a nevez-ta ?

— Eun dra bennag so digouezet var ar mor bras.

Ar C’homodor a zavas neuze var ar pont da zellet, hag e lavare en eur c’hrognal : n’eus bet goal var amzer ebet var ar mor. N’eus lestr enebour ebet kennebeut dre aze.

Dont a rejor da lavaret dezhan oa prest ar vag da vont da gas he lizer. — Goddem ! gortozit ken na vezo guelet petra so a nevez.

Etre daou ar fregaden a zigouezas. Eur c’hefridi a zigase, euz a Londrez, d’ar C’homodor pehini a ziskennas d’he gambr da lenn an tam paper. Ep dale en em lakeas da zon ken na venne terri he gloc’h.

Al letanant Vaverley a redas da velet petra voa. Caout a reaz ar C’homodor en eur gounnar, en eur stad ken euzus ma voa scrij he velet. Persdu oa evel pa zaje da gaout eun taol goad. Crena a rea var he dreid ; he zaou zom a ioa serret gantha, ha ne alle lavaret ger. Lamet a reas gant colierou al letanant hag enem lakeas d’he heja. Kenta ma c’hellas comz e lavaras :

— C’hui rancfe beza crouget, mastokin ma zoc’h ! Al letanant ne vouie petra da zonjal.

— Piou a ioa carget euz ar c’hard, brema ez eus teir nosvez ?

— Robinson, an eil letanant.

— Oc’h ar jaden dioc’htu ; ha c’hui ive, hag oll vartolodet al lestr, hag oll vartolodet al listri all !

Al letanant a gredas neuze mad oa troet penn ar C’homodor, hag oa eat he empen e iod pe e dour.

— Petra ! epad ma voac’h cousket, lastezennet, Bart so tremenet dre aze, dre aze, c’hui vel, dindan ginou hor c’hanoliou ! ha brema ema o c’haloupat ar mor, o tevi.... o tistruja.... oc’h ober goap ac’hanomp-ni ! Gouzout a rit-hu peleac’h ema brema ? Livirit din, gouzout a rit ?

— Peleac’h e c’houfenme ? eme al letanant.

— E Scos ! ha me zo sur n’eus ket daou c’hant den gantha ; hag en deus plaoufet listri var ar mor ! Hag eo bet e Bro-Zaoz ; hag en deus devet kestell ha keriadennou, ha casset gantha kement a ioa enho dioc’h he zoare ! Ar gall d....-ze a ra mez da Vro-Zaos.... ! Buan, buan var he lerc’h !

Eur pennadig goude, bourc’hizien Dunkerk a vele al listri saoz hag holland o tispaca ho goueliou hag oc’h en em lacat en hent.

— Eur bourc’hiz a c’houlenne digant eur martolod coz : pe var zu eta eza ar Zaozon ?

— Varlerc’h Ian Bart ezeont, ep mar.

— Caout a ra deoc’h hen tizint ?

— Oh ! abars ma lakaint ho c’hrabanou var Ian Bart, o deus labour da rouevad c’hoas.

Ar C’homodor a ieas gant ho listri d’ar Scos, hag a zigouezaz abred avoalc’h evit guelet c’hoaz ar moget e daou c’hant ti bennag devet gant Ian Bart. Hogen ne erruas ket abred avoalc’h evit tizout ar martolod dispar. Leon ar mor en doa bet amzer da vont d’he lestr, ha da baca zoken eur picol lestr euz an Holland en em gavas var he hent. Neuze evel n’oa mui en he listri na bevans na netra euz ar pez zo red evit ar vrezel, ez eas da bors Berghen, e pehini, ervez lezennou ar broiou, ne alle ket an eil enebour taga egile.

Da vont di, listri Frans a zispartiaz an eil dioc’h egile, hag al listri Saoz en em zispartiaz ive evit mont var ho lerc’h ; mes ato en em glevent evit ma vijent da nebeuta daou lestr braz oc’h unan bihan.

Evit ar C’homodor, evel ma voa oc’h Ian Bart edo he gounnar, eo varlerc’h lestr Ian Bart ive eo e talc’he da vont gant an daou vrassa ha crea euz he listri. Daou zervez goude an daou lestr bras-ze a daole an heor, e pors Berghen, unan a bep-tu da lestr Ian Bart hanvet Sant-Lois. E kichen an daou bicol lestr Saoz, al lestrik Sant-Lois a ioa evel eur glosen graon. Ar C’homodor a zonje dezhan ez ea en dro-ma da lacat Ian Bart lestr hag all en he c’hodel.

V

Pa zigouezaz ar C’homodor Philips e rad Berghen gant he zaou lestr braz, Ian Bart hag he vartoloded a ioa diskennet en douar hag eat e kear. Ar C’homodor a lakeaz he gas ive d’an douar evit ho c’hlasc, hag ho c’havaz en eun hostaliri eleac’h ma zoa martoloded euz an oll broiou. Oc’h eun daol e vel daou zen, unan braz hag eun drem seac’h dezhan, egile bihanoc’h ha teoc’h. Edont oc’h echui eun tamig pred. Ar zaoz a ia d’ho c’haout, hag a lavar d’ar brassa anezho :

— Me gaf din em eus guelet ac'hanoc’h-hu c’hoaz eun tu bennag.

— Ec’h elfac’h beza, eme Ian Bart ; e peleac’h a gaf deoc’h ?

— E Plimouth, a zonch din.

— Han ia ! Er prizon, ha ne ket ta ? C’hui marteze eo ar C’homodor Philips ?

— Iez, me eo.

— Mad, plijadur a ra din ho kuelet. Eun dra bennag a fell deoc’h ?

— Lavaret em eus d’ar gouarner ho casjen dezhan en dro.

— Sell, e guirionez, ancounac’heat em boa lavaret kenavezo dezhan.

— Neuze lavaret o poa or bije eur c’hrogat var al lestr.

— Ema ho ten ama.

— Petra lavar ar zaoz, eme Robert pehini ne vouie ket iez ar zaozon ?

— Ober eur c’hrogat outhan.

— Hag e reot ?

— Oh ia, gant plijadur.

— Oc’h he lestr ?

— Ne ken neraet teir guech creoc’h evit hon hini.

— Ia, mes daou lestr zo.

— Mad, neuze int c’huec’h guech creoc’h evidomp.

— Delc’her a reot d’ho ker, eme ar zaos ?

— Ni fransizien ne deomp ket enep hor ger.

— Ha peur e vezo ar c’hrogat-se ?

— Kerkent ha m’am bezo poultr ha bouliji.

Emaoun oc’h ho gortoz, ha pa vezint deut, me gaso kemennadurez deoc’h.

Abenn fin ar zizun Ian Bart a ioa prest he lestr, hag hen scrifa d’ar C’homodor evit lavaret d’ezhan ez aje antronoz ac’hano, ha n’en doa nemet dont var ar mor braz evit ma rajent eur c’hrogat.

Ar C’homodor, evel eun den seven ma zoa, a gasaz he letanant da rei respont da Ian Bart ha d’her pidi da zont da zijunia d’he lestr araog ma tigorjent an abaden.

— Dijuni daou enebour, eme Ian Bart, a dle beza a dennou canol hag a daoliou sabren ; gouscoude mar d’ema ar c’his ganeoc’h da ober stad an eil d’egile araog en em laza, livirit d’ho cabiten e vezin varc’hoas da seiz heur anter var he lestr.

Antronoz eta, Ian Bart a ieaz, evel ma en doa prometet. Robert, he eil, n’oa ket dinec’h avoalc’h gant an dijuni-ze, hag a lakea poursach pep tra el lestr evit gallout diblas pa garjet.

Pa zigouezas Ian Bart el lestr saoz, ar C’homodor, en he vrao, hag he oll ofiserien en dro dezhan, a deuas d’he zigemeret e heg ar skeul gorden.

An dijuni a voa eur pred bouet euz ar c’houeca. Ar guin a ioa euz ar guella, hag ar zaozon ne glaskent ken nemet lacat martolod Dunkerk da efa re. Hogen ne voue ket dare dezho.

Ar pred-ze a badas pell, ha Robert, evel on eus lavaret, ne voa ket dinec’h. Setu hen oc’h ober d’he vartolodet kemeret ho armou ha sevel var bont ar Sant-Loiz evit, ac’hano, guelet petra dremenje var al lestr saoz.

Pa voa echu an dijuni, Ian Bart a lakeas tan var he gorn hag a zavas var ar pont da fumi. Ar C’homodor, red ha ma vije, ne gave ket fall ar moget butun en deiz-ze, rag delc’her a rea ato skoaz oc’h skoaz gant Ian Bart.

Hogen Robert a evessea mad oc’h kement a rea ar zaozon, hag a velas pevar martolod, sabrinier gantho, o vont d’ar skeul dre behini e tlie ar c’habiten disken kuit. Setu hen oc’h ober eur sutaden evit lavaret d’he vartolodet beza var ho evez.

Ian Bart a glevaz ar sutaden-ze, hag a zonjas neuze e voa deut ar mare dezhan d’en em denna. Asten a reaz he zorn d’ar C’homodor evit lavaret kenavezo dezhan.

— Peleac’h ez it-hu ta, eme ar C’homodor en eur vousc’hoarzin ?

— D’ar Sant-Loiz ; mall eo.

— Amzer oc’h euz, Aotrou Bart, va frizonier oc’h ; ne dal ket ar boan deoc’h clasc mont kuit.

Ian Bart a sonjaz da genta e voa ar zaoz oc’h ober goap. Mes pa velaz an oll ofiserien en dro dezhan o tenna ho c’hlezeier, hag ar pevar martolod e beg ar skeul :

— Ah ! tri mil dogan ! tri mil trubart ! da brizonier, emezhan, n’oun ket c’hoas ! Ama, potret ar Sant-Lois ! Hag oc’h ober eul lam e tiscar a ziou hag a gleiz ar re a ioa tost dezhan, hag en eur momet en em gaf en eur penn euz ar pont eleac’h ma zoa eun donel leun a boultr. Neuze e laca he gorn, an tan varnezha, couls lavaret touch oc’h ar poultr, hag e lavar :

— Mar gra unan ac’hanoc’h eur gamed evit dont da gregi enhon, ema dioc’htu al lestr-ma en ear !

Ar zaozon a jomas sebezet oll, hag o devoa oll chenchet liou. Araog ma voant deut euz ho souez, edo Robert gant he vartolodet o cripat el lestr saoz, ho zabrinier gantho etre ho dent, a lam var ar zaozon, ho discar, ho drail, hag a ra prizonerien ar re n’int ket lazet.

Kementse a voue great en eun taol dorn, ha dioc’htu ar pavillon Saoz a voue stlapet er mor evel eur pez divalo, ha pavillon Frans a voue savet en he leac’h. Lestr braz ar saos, Comodor hag all, hag he vartolodet var ar marc’had, a ioa d’ar fransizien.

Al lestr braz all a ioa eno d’ar saoz, n’en doa ket bet a amzer da zont da zicour ar C’homodor. Ar c’habiten pa velaz oa kemeret al lestr kenta, ne gredas ket en em ganna, rag Ian Bart hag he vartoloded a ioa en em laket dioc’htu da garga canoliou ar zaoz, ha ma en divije al lestr all lavaret eun dra bennag, e vije bet plaoufet ive ep dale couls hag ar c’henta. Digas a reas gouscoude eur vag vihan evit lavaret n’oa ket eun dra leal kemeret listri evel se en eur rad eleac’h m’oa difennet en en ganna.

Ian Bart ne brijas ket respont eur ger. Ranna a reaz ar brizonerien etre an daou lestr, ha neuze, sounn he verniou gantha, e tiblasaz ac’hano evit mont er mor bras. Eil lestr ar saozon ne finvas ket da vont var he lerc’h.

VI

Goude an taol scrab-ze, goude ar gentel-ze roet d’ar zaozon e ber amzer. Ian Bart a ziblasaz evel ma on eus lavaret, da vont d’ar mor bras gant he lestric Sant-Loiz ha lestr braz ar C’homodor deut da veza he breiz. Al lestr saoz all ho lezas da vont ac’hano ep lavaret ger. Credabl e cave oa brao dezhan ma hen lezet eno da vouzat.

Pa voant eat larg var ar mor doun, Ian Bart a lavaras d’he vartolodet :

— Kerc’hit ar C’homodor ama ma vezo barnet, hag e testumaz he oll ofiserien en dro dezhan.

Ar C’homodor, ouspen ma voa trubard, a voa ive digalon. Collet en doa he benn, gant he strafuil. Cavet e voue en he gamprik, liou ar maro varnezhan. Anter varo oa gant he encrez ; he zent a stracle en he benn, ha ne alle ket lavaret diou goms var eün. N’oa ket guest da vale, hag e voue red he zougen pe he dreina d’ar lezvarn.

Ian Bart a c’houlennas neuze digant he ofiserien petra zonjent euz ar c’habiten saoz. Oll a eur vouez e tisclerjont oa eun trubard, eun treitour euz ar re voassa, hag e tlie beza barnet d’ar maro. Ar c’habiten a reas neuze scrifa eur setans, hag a c’hourc’hemennas da Robert he lenn a vouez huel d’an torfetour.

Ar C’homodor a grede ive ker mad ez ea da goll he vuez, ma na elle mui en em zerc’hel var he izili. Red e voue da zaou vartolod he zerc’hel epad ma lennet ar setans.

Setu ama ar setans-ze :

« Ar c’habiten Bart, dre anaoudegez vad e kenver ar C’homodor Philips evit an dijuni c’hoek en deuz great ouz he daol er mintin-ma, her ped d’he dro da zont da leina gantha var al lestr Sant-Loiz. »

Ha setu penauz en em venje ar martolod-calonek ze.

Ama ec’h echu ar pennad histor am eus laket e brezonek. Ne allan ket miret gouscoude da verca c’hoaz unan euz a daoliou caer Ian Bart. Lois pevarzeg a ioa neuze Roue e Frans, hag ar brud euz a vartolod bras Dunkerk a ioa eat beteg enha. Ne gomzet e lez ar Roue nemet euz a daoliou caer Leon ar mor. Ian Bart a voue kemennet dezhan mont d’al lez da gomz oc’h ar Roue. Ar martolod a vije bet guelloc’h gantha ober eur c’hrogad oc’h eur C’homodor bennag, evit mont d’en em lacat a reng gant an dud a lez, prinset oll. pe da viana tud a lignez huel, tud seven, boas da veza clinket ha fichet caer. Ne gave ket sez bale var blench coaret pe balennou. Hogen ar roue a c’hourc’hemenne, ha red oa senti.

Setu eta Ian Bart o lacat ober eun habit nevez hag o vont da lez ar Roue. Loiz pevarzeg hen digemeraz evel eur prins. Ar Roue a ioa en eur zal vraz hag eur vanden tud a lez en dro dezhan. Goude beza cauzeet eur pennad gant ar martolod dispar, e c’houlennaz outhan penauz en doa great evit tremen gant eul lestrik bihan dre greiz eur vanden listri brezel saoz hag holland, hag ho c’hanna oll dre ma tremene ebiou dezho.

Penauz am eus great, va Roue ? eme Ian Bart ; gortozit, me ia da ziskuez deoc’h.

Nouze e pedaz an dud a lez a ioa eno, canfarted goloet oll a fanfarluchou, rubanet, dantelezet ; ho fedas d’en em lacat var ziou reng, euz an eil penn d’egile euz ar zal, o lezel eur goasc moan etre an diou reng. Pa en doa renket evelse he dud dioc’h he c’hiz, ez eas d’ar penn izella euz ar zal, epad ma edo ar Roue er penn huela var eun tron. Neuze o teleur he dok d’an douar, hag o croazia he zivrec’h eza a benn-her dre ar voask a ioa etre an diou reng, en eur rei, a ziou hag a gleiz, taol scoas da hema taol scoas da hennont, eun taol scoas da bephini, hag en eur momet en em gavaz e kichen treid ar Roue, discaret gantha an oll dud al lez, eur rencad a bep tu, oll var guenn ho c’hroc’hen.

— Setu aze, va Roue, eme Ian Bart, penauz a ris d’al listri saoz hag holland.

— Ne oufet ket diskuez sclerroc’h, eme ar roue ; ha Lois pevarzeg a reas neuze eun abaden c’hoarzin euz ar seurt ne reas ket marteze aliez. Hogen an dud a lez a c’hoarze melen, rag oll o doa debron eun tu bennag ; ha goudeze pa veze hano el fez euz ar bleis-mor, unan bennag a zave ato c’hoant scrabat gantha.

————


COLIBRI
————
I

Petra da ober var eul lestr-beachour, pa vez var al lestr eur c’hant pe ouspen a veachourien ha n’o deus netra da ober nemet cousket, dibri eun tam bennak pa deu ar mare, sellet oc’h ar mor var an deiz, hag oc’h ar stered pa deu an noz ? Petra da ober evit stleper er mor an enouamant en defe c’hoant da lamet var ho choug ha d’ho bec’hia evel eur zam pounner ? Red eo en defe ar sturier pe ar c’habiten eur guiscat marvaillou hag istoriou renket en he gelorn evel eur guiscat sardinet, hag e tennfe anezho ac’hano dioc’h tro ; marvaillou epad ar pred, evit rei eun tam saour d’ar bouet ; istoriou goudeze evit tremen an amzer ha miret oc’h ar veachourien da zizaela ho javedou o tisvlevi ien.

Evit dizenoui he veachourien, ar c’habiten Mistral euz a Varseil, n’en doa ket he bar. Ha pa badje eur bloaz ar veach, e cave ato en he gelorn, ep morse mont beteg ar gouelet, peadra da lacat oll dud al lestr, bemdez, da heja ha da neza ho c’horf o c’hoarzin bete gouela. Al lestr ma voa cabiten varnezhan a reat ar C’hallez anezhan, hag evel ma touge eun hano maouez e veze ive ato fichet ha klinket a zoare evel m’ema ar c’his gant ar merc’hed. Dreist oll er penn kenta euz he veach e veze livet ha cordennet ker caer hag eur plac’h nevez deiz he eured. Eul lestr-tan e voa euz ar re vrava, ha beachi a rea etre Marseil hag ar Chin. Clevit, lenner, al lennik vor en doa da dreuzi a zo eun tamik ledanoc’h eget an hini a dreuzer e treis Plougastel pe e treis Rosnoen. Cant antercant beachour a c’helle da gemeret evit lacat chek ar bours, evel ma lavar ar vartolodet.

Eun dervez-ta, eme an hini a scrif kement-ma, ar C’hallez a ioa e pors Marseil, hag a iea da vont en hent, er mor eo a fell din da lavaret. Dispag oa ar gouelliou e beg ar guerniou, an heor a ioa savet, ar chiminal a zivogede, ar gaoter a basea hag a roc’he, ne c’hortozet nemet eur sutaden digant ar c’habiten. Eno neuze e voa tousmac’h, pep beachour o clask eur c’horn evit lacat he dam sam-bragou,tud eat var al lestr evit kimiada dioc’h ar veachourien, hag ar vartolodet oc’h ho bounta er meaz hag o crial outho mont d’an douar pe e rajent eur bourmenaden hirroc’h calz eget n’o doa c’hoant, hag ar re-ma, lod laouen, lod o vouela, o chom irra ma c’hellent.

Setu sutaden ar c’habiten o skiltra. Ger ebet ken. Al lestr a finv, hag a ia, sounn var he aelou, da gomans he veach. Sonjal a reat e voa eat oll d’an douar ar re ne dlient ket beachi ; hogen ne voant ket. Eat eur pennad dioc’h ar c’hae e veljot eun den o sevel euz a draon al lestr, hag ep marc’hata, oc’h en em deleur dreist ar speuren var he benn er mor.

— Tron-de-ler, eme ar c’habiten, petra eo ar moroc’h-ze a zo savet sec’het ganthan ker buan ?

— Bezit dinec’h, cabiten, ar moroc’h-ze a anavez mad park ar siliou. Hag e guirionez, neun a rea evel eur pesk, hag ep dale edo var an aod oc’h en em heja evel eur c’hi pa deu euz an dour. An den ze a ioa eun douger-samm, hag a ioa chomet da chipotal oc’h eur beacher engravet ne felle ket dezhan he baea, hag evelse n’en doa ket gouezet peur oa diblaset al lestr.

Eun tam ebat a voue-ta dioc’htu araok lavaret kenavezo da gær Marseil.

Evit ar penn devez kenta-ze, ar c’habiten Mistral ne c’hellas safarat nemeur gant he veachourien a ioa vardro pevarugent anezho en dro-ze. Re a draou en doa da renca ha re a urziou da rei d’he vartoloded evit lacat pep tra e ratre. Ar re hen anaie o devoa ta mall da velet lein o tont evit lacat anezhan da zistaga eur marvail bennak.

Gouscoude lein a deuaz, hag ar c’habiten ne zistagas marvail ebet ; prez a ioa varnezhan, ha goullonder a rea be scudel buhana ma c’helle. Evel ato d’ar fin e lavaras d’ar martolod a zerviche taol :

— Colibri, digas deomp cafe hag eur voutaillad melenok bennak ma tiroufennimp hon tal.

— Petra, cabiten, Colibri ? A beleac’h en deus bet ho keginer an hano-ze ?

— Colibri eo va martoled, petra bennak ne d’oun ket he dad, ha tost avoalc’h eo bet din ober va asten gar diveza evit he gaout.

— Distagit deomp-ta, Cabiten, istor Colibri !

— Varc’hoaz. Evit hirio en eus re a labour da ober. Antronoz eta e voue digaset da zonch d’ar c’habiten euz a istor Colibri.

— Mar fell deoc’h, eme atr c’habiten Mistral, me ia d’he dibuna deoc’h. O pet sonch avad me n’oun ket eur prezeger goest da zistaga bomou deoc’h keit hag a zo ac’hann d’al loar. Me ne d’oun nemet eur bleis mor, eur moroc’h boasoc’h da vlejal evel eul leue mor eget da gana evel eun eostik. Ma caf deoc’h ne rouenvan ket mad, n’oc’h eus nemet lavaret, Stok, ha kemeret ar rouenv ; ma caf deoc’h e cordennan kempen avoalc’h, e lesot ar stur ganhen ken n’am bezo pleget va gouel.

— Ia, ia, eme an oll beachourien, d’an eac’h, d’an eac’h ! hag an istor en dro.

— Evit istoriou, va c’helorn a zo leun avoalc’h, ec’h ellit cridi. Abaoue pemp bloaz hag antercant zo ma zoun ganet, ha bremaik c’huec’h vloaz hag antercant ma emaoun o verdea var ar gazek c’hlaz…

— Clevit-ta, cabiten, eme eur beacher, ma n’eus nemet pemp bloaz hag antercant abaoue ma zoc’h ganet, penauz e ve c’huec’h hag antercant abaoue m’emaoc’h o verdea var ar gazek chlas ? Neuze-ta oac’h comanset da c’hoari ho ki var ar mor araok m’oac’h deut var an douar ?

— Var an douar ? Tron-de-ler ! Me n’oun ket deut var an douar ; me zo ganet er mor, hag ar pez a lavaran deoc’h a zo guir Pater. Va zad a ioa sturier var al lestr Sant Per a veze o pesketa balen, ha va mam a rea ar gegin d’ar vartolodet. C’huec’h miz a ioa edont var ar mor pa deuis-me er bed, d’an deg a vis Guengolo, dre greiz eur bar amzer scrijuz a dorraz hor guerniou, a ziframaz hor goueliou hag a reas pillou anezho. Eur c’houred bennak c’hoaz, hag e zeamp da steki oc’h an aod. ha setu va zad, eur c’hristen c’hoek, oc’h va badezi gant dour mor, ne ket beuzet e vijen araok ma c’heljent mont d’an douar. Hag abaoue m’em eus guelet pesketerez, brezeliou, penseou, kement a laca dagrena an douar hag ar mor.

Asa, brema e c’hellan distaga va bak ?

— Ia, ia, distagit ho pag ha loskit da vont.

— Mad, deomp neuze da istor Colibri.

II

E 1855, eme ar c’habiten Mistral, edon o verdea var eur c’hanfard a lestr a reat al Louarn anezhan, hag hanvet mad oa, rak n’en doa ket aoun rag eun all, ha pa en em gave dirag creoc’h evithan, e cave ijin hag ardou avoalc’h evit en em denna ato divac’hagn. Al lestr-ze a voa renet gant ar c’habiten Poulteo, eun orin a zen ; eur martolod avad hag a vouie he vicher, hag a vouie lacad al Louarn da zenti outhan pa veze fall an amzer, ha pa her guelet aze e kichen ar rod pe ar vis, he vontr ganthan en he zorn, evit guelet pet tro bep minuten a rea. Mar o poa c’hoant da veza caset e cannad da gaout an oll diaoulou euz an ifern, n’o poa nemet mont d’he zistrei dioc’h an tam labour-ze. Er mare all avad oa ken dizrouk ha pep den.

Great em eus dindan ar c’habiten-ze meur a dro d’ar voul vras, d’ar bed, mar d’eo guell ganeoc’h. Bet oun ganthan en Ejipt, er vro-ze eleac’h ma voa guech all ar c’hiz, a leverer, pa varve unan bennag, eleac’h he lacat en douar, en eur bez, evel ma rer e leac’h all, pe he zisken divar ar planken evel ma reomp-ni avechou e Rouantelez ar moroc’het, e veze cordennet evel eun tam butun carot, ha laket da viret en eul laouer vean, evel ma lakeomp-ni ama moru pe kik sall da viret en hor c’helorniou. Asa, pep bro en deuz he c’hiz, evel a ouzoc’h. Guelet em euz eno ive an doare touriou-bras-ze a rer anezho Peren-ed pe piramid. Ne ket touriou eo e zint avad, mes berniou mein ha me ne ouzon ket calz oc’h petra int henvel. Sellit, bet euz unan benag ac’hanoc’h e Brest ?

Ia, ia, a lavar meur a hini.

— Guelet oc’h eus-hu coc’hi ar gær-ze ?

— Oh ia, her guelet on eus.

— Mad, n’oc’h eus nemet sonjal ; ma ve laket eun ugent pe dregont coc’hi evelse an eil var gorre egile, hag e ve ar c’henta, an tosta d’an douar, al ledana, an eil strisoc’h eget ar c’henta, an trede strisoc’h eget an eil, hag evelse var voanaat beteg ar beg, o pefe eun dra bennag henvel oc’h eur piramid. Ar bern cohiou-ze an eil var egile a ra a ziaveaz eun doare delez hag a zo eur rampladen hir pep pazen anezhi. Gouscoude e leverer ez eus bet guelet eun tabouliner o sevel dre an delez-ze he daboulin gantha oc’h he gein. Ia, credit an dra-ze hag efit dour !… Eun tabouliner ! Doue r’am pardono ! ma vije c’hoaz eur martolod a lavarjet ! ha c’hoas !… Ne ket dies lacat da graza pa gonter istoriou.

— Cabiten, divar beg unan euz an touriou bras-ze eo e deut Colibri ganeoc’h.

— Tron-de-ler ! mad a rid digas da zonch din eo histor Colibri am eus da zibuna Edon o vont ganeoc’h da ober tro’r bed. Comzomp-ta euz an dro ma cavis va martolod.

En dro-ze oamp eat d’ar penn pella euz ar moriou bras.

C’huec’h miz a ioa edomp o tont hag o vont etre Java ha Sumatra, euz a Sumatra da Vasilan ha da Holo, dre douez eur bern enezennouigou ha n’eus nemet reier en dro dezho. Di e teu ar Sinais da besketa perlez ha ne dalont nemeur a dra. Pesketa a reont ive eun doare prenved bras divent, hag e loncont ar prenved-ze ker c’hoek ha ma lonk potred Marseil ar guella histr, hag e lipont ho mourrou varlerc’h an draze. Eugi a ra va c’halon gant donjer o sonjal enho ep mui-ken. Hogen, petra fel deoc’h, an dra-ze eo bouet ar Sinais.

Gouscoude ne ket traou mad eo a vank er c’harter-ze.

Pa zeamp gant hor bagou bihan tost d’an douar dindan ar guern hag an aleg a zo eno pleget ho blenchen bete’n dour, ne c’hellemp ket skei eun taol rouenv na velemp o tec’het bandennou pesket bihan hag a lugerne al liou anezho evel bleun. Guelet a reamp o nijal euz ar guez bandennou perrokedou rus, glaz, guenn, melen, dubeed, turzunelled griz, goazi, glujiri, killeien brak kement hag ouidi, ha me n’ouzon ket pegement a laboused all. Asa, peadra da lacat oc’h ar ber.

Aliez ive, pa zeamp da garga hor bidonou a zour dous, e velemp bandennou kirvi ha iourc’het o peuri var al leton evel denved pe zaout ; ejennet gouez, picoliou chatal gourvezet en dizheol hag a zigore ho daoulagad da zellet ouzomp evel p’o divije c’hoant da c’houlen ouzomp petra a reamp. Ni on divije carel avoalc’h lavaret daou c’her dezho, ha caout eun tam bevin fresk eleac’h hor c’hik sall hag hol lugumach.

Ia, mes er vro ar grouk-ze ne c’hellet nemet sellet a bell, ha sec’ha he fri gant kil he zorn.

Difen da vont d’an douar dindan boan da vont beteg an diouscouarn ha larcoc’h el lagen dindan ar guez, pe da velet planta en ho corf eur zaezen contamet bennag tennet varnoc’h gant anter morianet an enezi-ze. Difen da vonten dour sall, ne ket flemmet e vijac’h gant an aered mor a zo ker stang hag an deliou dre eno, hag o deus kement a vilim hag aered viber. Difen da vont en dour dous, a zo carget a grocodillet, eun doare glazarded hag o deus pemp troatad var-n-ugent hed, hag a long eun den ker brao ha ker buan ha ma loncfac’h eur brunen. En eur ger, difen evit pep tra, ha frankiz evit ar rest goude.

Bro an diaoul, a lavaremp-ni, guelet kement all a draou dioc’h hon doare, ha mont ebiou hor ginou digor ep paca netra ! Ar re ac’hanoc’h a ia d’ar Chin pe d’ar C’hochinchin a velo ar vro-ze en eur dremen.

Evidomp-ni n’edomp ket eno en hor plijadur. Tam ean ebet ; rag ar mor eno zo ken treitour hag an douar. Ar plom dalc’h mad er mor ha tud e beg ar guerniou. Karreg a zeou, karreg a gleiz ; karreg araok, karreg adren ; en eun tu teir pe beder goured donder epken, en eun tu all, goueled ebet. Asa, an aotrou Doue en deus kemeret he ebat eno o lacat da zevel var ar gouelet digompez-ze eun doare guez mean begou dezho kel lem ha notennou. Evelse pa dolemp kerdin o sonjal staga al lestr, oant troc’het deomp dioc’htu gant begou ar rec’hil-ze. Pa dolemp an heor, ne groge ket, pe mar croge, e croge re vad hag or boa mil boan oc’h he zacha davedomp goudeze. Red oa deomp delc’her ato da vont ha da zont, hag ato var evez.

Eno avad oa guelet ar c’habiten o conta troiou ar rod ; ne finve ket ac’hano, ha ne dalie ket ar boan clask he denna dioc’h an tam labour-ze. Ni, evit miret da vouela, a rea neus da c’hoarzin.

Ouspen an dra-ze a drubuillou or boa c’hoas. Tud gouez divar an aodchou a deue da gaout al lestr en ho guez cleuz. Dont a reant antercant pe driugent var eun dro, ha var digarez digas deomp riz, craon coco ha traou all, ar vastokined anezho ne glaskent nemet hon laerez ha zoken ober eur vech diou vech ganeomp evit gallout samma eas goudeze kement a vije el lestr.

Ar forbanet-ze a ioa gant lod anezo peder pe bemp contellasen e goask ho gouriz, ha ne deant ket diouzomp zoken pa deue an noz, ha ni ne c’hellemp ket cousket eur berad. Ouspen c’hoaz abalamour d’an domder oa red deomp goalc’hi al lestr dalc’h mad. Evit mont en dour e rankemp disken eur gouel braz er mor, hag ar gouel-ze a zerviche deomp da gibel ; anez e vijemp flemmet gant ar zarpanted melen pe draillet gant ar mor-vleizi.

Erfin e teuas mis Mae hag e c’heljomp mont ac’hano da enez Borneo. An dra-ze a c’halver eun enez, hogen lavarit ama din ha ne dlefe ket caout mez o kemeret an hano a enezen eur pez douar hag a zo marteze brasoc’h eget ar Frans ? Daou c’hant pemp leo ha pevarugent e deuz a hed, ha daou c’hant antercant leo a ledander, hag en he c’hreiz ez euz meneziou hag o deuz eis mil troatad hueldet, ha pa vezer savet varnezho, eo red disken evit beza aresed gant an oabl.

Var al lestr ez oa eun orin ar seurt n’oc’h eus guelet biscoas. C’hui lavaro da ober petra ez ea an den-ze d’an enizi er penn pella ar bed ?

— Da glask aour, credabl, cabiten.

— Aour ? an orin-ze ne rea fors nag a aour nag a arc’hant. Va den a iea d’an enizi da vigorneta. He galon en divije roet evit eur bigorn etiz ar seurt n’en doa ket c’hoaz en he gelorn. Rak c’hoant en doa da zestum eun nebeut euz a gement seurt bigerniel zo bet crouet gant Doue. Paca a rea ive palafennou ha bete zoken kellien hag ho stage gant spillou oc’h he daolennou paper. Araok m’oamp digouezet e Borneo, va orin ne bade ket gant ar fouge a ioa enhan. E keit ha ma vouemp o vont di, n’o pije ket tennet eur ger euz he benn nemet divar benn Borneo. Eno en doa sonch da ober eun eost bigerniel euz ar puilla. Dioc’h he glevet Borneo a ioa eur barados var an douar. C’hui lavaro oc’h petra oa henvel, emezhan, an enezen vras-ze ?

— Oc’h an Itali marteze, pe oc’h Spagn.

— Ne maoc’h ket ganthi, nag a dost. Borneo, emezhan, a ioa henvel oc’h eur Baot (tortue) cousket var an dour.

— Tron-de-ler, a liviris-me, evit poazat ar baot-ze avad e ve red caout eur pod ha ne ket eur podig e ve ! Hag ar grogen divar he c’hein a rafe eul lestr goest da zigemeret oll bugale Adam.

III

— Cabiten, livirit deomp hag e Borneo eo e cafjoc’h Colibri ?

— Ia, ia, mes araog he gaout e veliz eno meur a dra ha n’em boa ket guelet bete neuze. Me’m eus cutuillet eno histr e scourrou ar guez evel ma cutuïllit per pe avalou en hor bro-ni. Ah ! c’hoarzin a rit ? An dra-ze zo gouscoude ker guir ha ma lavaran deoc’h. Me ive a voue souezet hag am boa beac’h o cridi d’am daoulagad. Hogen va orin ar bigorneter a ziscuezas din eun dervez penauz e tigoueze kementse.

Er goanv, pa deu glaoeier braz evel a vez er broiou-ze, ar guez-ze a vez goloet gant an dour. An histr, poulzet gant an houliou-mor beteg ar guez-ze a stag oc’h ho scourrou ; goude pa za an dour beuz kuit, an histr a jom stag hag ho c’haver neuze da gutuil evel frouez. Dont a ra Sinais da zestum an histr-ze. Eno avad ne rer netra evel e lec’h all. Ar re-ze a zastum histr evit caout ar c’hregin hag a daol ar bouet kuit, evel pa zeont da neziaoui ne ket evit caout viou na laboused eo, mes an neiz a zebront evel eun tam lib-he-bao. Asa, pa lavaran deoc’h, ar bed var an tu a enep.

Eno ken nebeut n’eus na nevez amzer na discar amzer. Euz an hanv e coezer er goanv dioc’htu, euz an domder er ienien.

Deut oan da veza mignon ar bigorneter, ha bemdez ez ean ganthan d’an douar, hag her sicouren da baca laboused a bep seurt hag a bep liou. Hogen ar c’habiten a zifenne mont pell dioc’h an aod, ar pez a rea poan vras d’am c’hamarad en doa c’hoant bras da velet petra a ioa e creiz an enezen, ha da zevel var beg unan bennag euz he meneziou. Bemnoz, da goan, e chome defot na c’helle mont da ober eur veach dioc’h he frouden e creiz an enezen.

— Petra, eme ar c’habiten, ha ne gavit ket a loened hag a laboused avoalc’h var bord an aod ?

— Nan, eur c’holibri a vanc din, ha n’her c’haver nemet pell en douar, er c’hoajou hag er meneziou.

— Ne zervich ket deoc’h clask mont, rak n’ho lezin ket ; coll a rafac’h ho puez.

— Coll va buez ? cabiten, ha perak, mar plich ?

— En em goll a rafac’h er c’hoajou, ha ne c’helfac’h ket en em denna kuit.

— Me a zo bet e meur a goad, ha n’oun ket chomet enho. Bez’ ez eus ganhen diou nadozen hag a dro varzu an anternoz.

— Ar meneziou-ze zo leun a zarpanted bilimuz hag a loened gouez.

— N’em euz aoun ebet razho.

— An dra-ze ne viro ket outho d’ho tibri, ha mar gallit en em zifen outho, n’en em zifennot ket oc’h an dud gouez a zo aze.

— Oh ! tud gouez an enezen-ma ne zebront ket a dud !

— Neuze-ta, n’eus netra evit ho tistrei ?

— Netra, cabiten ; rak-se ta e roit din an aotre da vont varc’hoas ?

— Nan, re roan ket.

Var gementse ar bigorneter a loske eun huanaden ha ne lavare ger mui. Hogen mar doa pennog ar c’habiten, ar bigorneter a ioa c’hoas goasoc’h. Pedi hag aspidi a reas kement ma voue lavaret dezhan eun dervez ober evel a garje. M’o pije guelet neuze ar bigorneter ar fouge a ioa enhan o tont d’am c’haout ; eur jeneral hag en deus gounezet eur victor vras var enebourien he vro ne ziskuez ket kement a levenez.

— Varc’hoaz, emezhan, e zaimp mintin mad ; bezit prest.

— Ia, eme ve, mes ne ouzon ket ha ni a gavo martolodet da vont ganeomp ; rag evidomp hon daou ne c’hellomp ket mont a bell dioc’h an aod.

— Oh, caout a raimp, n’o pet ket a nec’h.

Caout a rejomp e guirionez c’huec’h martolod hag a assantas dont ganeomp da gas deomp hor bak, gant gouscoude ma tistrojemp en dervez-ze da bardaez. Lacat a rejomp e goueled ar vag armou evit en em zifen, mar bije izom, he setu ni en hent. Caout a rejomp eun tamik ster hag e zejomp gant ar ster-ze hirra ma c’heljomp en douar. Dre ma pelleamp dioc’h an aod, ar c’hoad a deoea hag a denvalea en dro deomp, ha tachadou ar scourrou hag al liamfrouez a iea euz an eil tu d’egile d’ar ster hag a stanke an hent ouzomp.

Hor bigorneter a ziscolpe he zaoulagad dre ma zea, o clask guelet eur c’holibri bennag, ha ne gleve netra euz ar pez a lavaremp. Rak ni a ioa nec’het. Ne glevemp trouz ebet nemet mouez al laboused ; etouez kan al laboused avad e clevemp cri al labous noz, hag ar c’hri-ze ne blije ket deomp. Lod a lavare e voa eno mouez ar c’houezidi oc’h en em c’helver evit dont varnomp hag hon laza eno el leac’h gouez-ze.

Epad ma zeamp evelse gant poan avoalc’h hag ive gant encrez dre douez pe kentoc’h dre zindan ar guez, setu hon labousetaer o crial : Eur c’holibri ! daou golibri ! hag hen o cregi en eur roued a ioa ganeomp, hag o crial varnhon da vont ganthan d’he zicour da baca an daou labous-ze. Ep gortos ma voa caset ar vag bete’n douar e lamas var ar riz hag e voue tost dezhan en em veuzi. Me a ieas d’he zicour, hag e pakjomp eur c’holibri ; hogen ker e coustas deomp. Epad ma edo al labousetaer o trei hag o tistrei he golibri, o tiskuez din pe ger caer oa, e voue faoutet he benn dezhan gant eun taol penn baz.

An dud gouez a ioa deut beteg enhomp dre douez ar bodennou a ioa ker stang eno ma na ellet ket guelet diou gamed diouthan. Me a zonjas lamet var va fuzil, mes n’em boue ket a amzer ; eur gorden tolet en dro din evel eur roued a viraz ouzin da c’hellout en em zifen. Guelet a riz oa great ganeomp, hag e criiz oc’h va martoloded d’en em denna kuit gant ar vag. Hogen ar gouezidi a ioa en dro deompni evel eur vanden diaoulou, a ieas var ho lerc’h goude m’o devoa cordennet mad ac’hanonme. Hogen kementse a goustas ker dezho ive d’ho zro.

Hor martoloded a loscas meur a denn, hag a ziscaras meur a hini euz an dud gouez-ze, ha dreist oll ho c’habiten. Pa zistrojont e tigaschont gantho corfou ar re a ioa bet lazet gant bouliji ar vartolodet, da viana ar re o doa gallet da gaout, rak lod anezho a ioa coezet en dour, hag ep mar, lonket gant ar c’hrocodilet. Teleur a rejont pemp corf maro e kichen ar bigorneter a ioa ive dare da vervel, hag abars m’oa maro tre e troc’hjont he benn dezhan. Neuze en em lakejont da zansal en dro d’ar re varo, da iudal ha da ober eur safar evel loenet gouez.

E c’hellit cridi, me ne voan ket dinec’h eno ; sonjal a rean e tlient va laza ha marteze va dibri ; ne c’hortozen nemet eur maro scrijus. Gouscoude ne voen ket lazet. Diliama a rejont va divesker, hag e rejont din bale en ho raog beteg ho c’hear pehini ne voa ket pell ac’hano. Pebez kear ! eun nebeut lochennou henvel oc’h re ar c’hlaouerien pe kentoc’h oc’h lokou chas, ha kementse dindan guez bras ken toupok ho scourrou ma na bar morse an heol eno ha ma vez ato tenval. Euz a gorfou ho c’hamaradet n’o doa caset gantho nemet corf ho c’habiten da behini e reant abep seurt orbidou. Da unan euz al lochennou e vouen caset ; hogen ne vouien ket petra a ioa sonch da ober ouzin.

IV

Edo ar c’habiten Mistral o vont adarre d’he istor, hag an itron saoz a c’houlenne evit an trede guech peur e clefchent peleac’h oa bet cavet Colibri, pa voue clevet ar gedour euz a veg ar vern o crial :

— Cabiten, eul lestr dirazomp en drem-vel ?

— Pe du ?

— Er c’hevred izel.

— Pe seurt lestr eo ?

— Eul lestr forbanet a gredan eo.

— Eul lestr armet ?

— Eur rencad canoliou a uz ar mor.

— Dre dan pe dre voueliou ?

— Dre voueliou ; ema oc’h en em lacat en hon avel evit stanca an hent ouzomp, hag hor plaoufi pa dremenimp.

— Tron-de-ler, ar C’hallez ne lezo ket he lonca evel eur gellienen gant eur pesk. Ma sonch d’ar moroc’het-ze e zeont d’hon lonca en eur c’hinaouat, e pakint eur souezen.

Ar c’habiten a zavas trum var he scaon c’hed, he luneden hir-velet ganthan en he zorn. Ne voue ket pell na velaz ervad e voa guir ar pez a lavare ar gedour. Eul lestr forbanet pe laeron vor, arabet pe vedouinet euz an Afrik a ioa oc’h ho gortoz hag o tenna he daol nij evit dilamet varnezho evel eur sparfel var eul labous.

Eno neuze e savas freuz ha tousmac’h. Ar c’habiten a grie : beac’h d’ar stur, beac’h d’an tan, beac’h d’an armou ; ar vartolodet pephini d’he labour ha beach var al lestr ! Ar veachourien a grene evitho ho unan hag evit ho danvez, ho arc’hant ; ar merc’hed a vouele, a gunude, a grie fors.

— Ar merc’hed d’an traon, er c’hamprou, eme ar c’habiten, ha chom eno ken na dear d’ho zenna ac’hano. Ar veachourien o deuz aoun a rai evel ar merc’hed, ha ger ebet ken. Ar voazed n’o deus ket a aoun a gemero armou da zicour ar vartolodet, ha buan, rag ar voricoted-hont o deus naoun a gredan, hag o deus mall e rofemp ho meren dezho. — Alo, potred, eun abaden zans a vezo, ha red eo lacat he oll rubanou d’ar C’hallez evit diskuez d’ar pennou maout-ze ez euz eul lestr ama hag a voar en em gempen a zoare p’en deus da vont e touez an dud.

Ep dale ar vartolodet o doa digaset var ar pont armou a bep seurt, fuzillou, sabrinier, bouc’hilli. Ar veachourien a ioa chomet eun antercant bennag anezho da zicour ar vartolodet, hag a ioa gantho oll pistolennou tro.

Var ar C’hallez n’oa nemet eur pez canol a zerviche muioc’h da c’houlen sicour pa veze izom eget da vrezelecaat. Hogen ar mestr canolier a ioa en em laket var gorf he roched ; destumet en doa, evel a lavare. prun da gas d’ar Vacached, ha poultr ne vanke ket evit ho c’has. Martolodet ha beachourien, oll o doa taolet ho jupennou, hag edont e doare da rei eun digemer birvidik d’ar forbanet ma claskent teleur ho c’hraban var ar C’hallez.

Lestr ar forbanet, dioc’h ar c’houbari anezhan, en doa c’huec’h pez canol, tri a bep tu. Hogen evel n’en doa nemet goueliou ne chelle ket bale na trei ha distrei ker buan hag al lestr tan ; rag hema pa voa tomet mad he gaoteriou ha laket sounn var he aelou, a valee var ar mor evel eur c’har tan var eun hent houarn. A hent all ar forbanet, pere a velet var ho lestr, o sevel ho minou du evel drouk-sperejou o doa guelet, credabl, gant ho lunedeier, e voa sicour mad var al lestr beacher, ha ne ziskuezent mui caout mall da dostaat. Edont evel pa vijent var var o clask gouzout petra a rajent.

— Emaint deomp, eme ar c’habiten Mistral ; aoun o deus.

— Cabiten, eme ar c’hanolier, emaomp var hed tenn, ma lavarfen daou c’her d’ar botred chentil-ze e iez ho bro ?

— Ia, ia, p’eo guir ne leveront ger, eo red deomp diskuez dezho ne domp ket mud.

— Sturier, evez ! diskuez ato d’ar botred zu-ze penn pe lost al lestr. ha na laca anezhan morse a dreus dezho ; costeziou al lestr zo guiridik.

— Bezit dinec’h, cabiten, ne illigint ket costeziou ar C’hallez.

Etre daou ar c’hanolier en doa losket eun tenn canol, mes al lestr forbanet ne reas van. Hasta a reas carga ha loskel eun eil tenn, ha kerkent ar gedour a grias :

Burzudus ! burzudus ! canolier ; deut eo ganhez avad en dro-ma. Da brunen zo eat d’en em loja e corf eur macac braz a voa du-ze, ar c’habiten me voar vad, eur vialen lien guenn abez ganthan troidellet en dro d’he benn da ober bonet. M’em euz he velet oc’h en em deleur var he fri hag oc’h heja he c’har. Evit hennez en deuz prun avoalc’h.

Tousmac’h a zavas neuze gouscoude var lestr ar forbanet. Loskel a rejont eur bordeat tennou canol ; ne glaskent ket avad dont var araok, tec’het eo a felle dezho, hag en eur bellaat eo e tiscargent ho c’hanoliou. Ho bouliji gouscoude a reas drouk d’al lestr tan ; ar chiminal a voue toullet hag eilgostezet, ha ma vijent chomet da stourm douetuz o divije goal laket al lestr ha marteze he gaset d’ar gouelet. Hogen, credabl, evel ma lavare ar gedour eo ar c’habiten a ioa bet lazet, ha neuze ne voa mui a urz ha ne glaskent mui nemet en em denna a zanjer.

An abaden, evel a veler, ne oue nag hir na tenn ; muioc’h calz a aoun eget a c’hlas. Ar c’hanolier zur hag ar vartolodet all a grie.

— Cabiten, eun dro er stur ha var ho lerc’h, hag ar voricoled-ze zo deomp !

— Nan, ma na vije bet ama nemet martolodet, oamp eat dezho, hag on divije caset ar pennou gloan-ze da ziskuez ha da douza d’an Amerik. Mes ama zo beachourien, ha me a zo carget anezho, ha ne c’hellan ket ho lacat var var pa ne ket red. Rakse beac’h en hent, ha lezomp ar maoutet-ze da vont da dourta eleac’h ma carint.

— Ha ma cavont maoutet all da zont d’ho zicour ?

— Eur vech ma vezimp eat eur pennad dioutho ne velint mui roudou ar C’hallez.

Red e voue-ta chom var gementse. Gouscoude ar c’hanolier a c’hrosmole hag a lavare d’he gamaradet. — Ha penauz an discrognet bras-ze en defe cavet ker fall va frunen ma en deus lavaret dioc’htu : n’em eus afer ken ; ha me gouscoude dibabet ganhen unan euz va frun braoa da gas dezhan ? Asa, figuz e rencont beza ar voricoted !

Mes ar beacherien hag ar beacherezed a ioa en em dennet er c’hamprou, o devoa bet encrez eno epad an amzer-ze. Pa glefchont an tennou canol ha dreist oll pa voe tizet ar chiminal, e sonje dezho e voa deut ho heur diveza. Lod a grene, lod a vouele ; lod all ive a bede. Bez’ez oa itronezet hag a ioa eat er meaz anezho ho unan gant ar strafuil.

Alc’hoezet o doa doriou ar c’hamprou varnezho, hag harpet oc’h an or an nebeudig arrebeuri a ioa er c’hamprou-ze. Hiniennou a ioa en em guzet dindan an dillad vele, evit na vijent ket cavet ker huan gant ar forbanet pa deujent varnezho : rak cridi mad a reant ez ea al laeron vor da zont d’ho laza.

Kerkent ha ma voa echu an abaden, ar c’habiten a red da zistrafuilla he veachourien aounig. Hogen poan a voue o rei dezho da gridi e voa eat ar forbanet en ho zro. Ne felle ket dezho digeri ho c’hamprou na dont ac’hano. Red e voue d’ar veachourien o doa kemeret perz er stourmat dont da gomz outho ha d’ho asuri ne voa mui danjer ebet. Neuze gouscoude o clevet comzou laouen ar re-ma, o clevet ive ar vartolodet oc’h en em lacat adarre pephini gant he labour en eur gana hag en eur sutal, ec’h asantchont dont euz an toullou eleac’h ma voant en em guzet, ha sevel var ar pont. Lestr ar forbanet a ioa neuze eat pell dioutho, hag a veac’h her guelet en drem-vel.

Neuze evel ma tigouez peurliesa pa vez traou evelse, ar re o doa bet mui aoun eo a ziskueze muia laouenidigez, hag a grie muia o c’houlen penauz oa tremenet an abaden, ha red e voue lavaret da bephini anezho ger evit ger penauz oa tremenet pep tra Evelse istor Colibri a jomaz a dreuz evit an dervez-ze.

V

Kenta ma c’hellaz ar c’habiten Mistral dont adarre d’he istor, epad ma edo o rinsa he c’houzoug hag o lacat he deod da vont en dro, an itron saoz a lavaras :

— Cabiten, hirio da viana e clevimp penauz e teuas Colibri ganeoc’h ?

— Bagas ! ne fell ket deoc’h clevet petra a zigouezas ganhen etouez ar pennourous-ze o doa va stlejet d’ho c’hear evel ma stlejer eul leue d’ar gigerez ?

— Eo, eo ! cabiten, eme an oll, lavarit deomp penauz oc’h eus gallet sacha ganeoc’h ho ler ac’hano.

— Kent a-ze, eun tam evez c’hoas ; Colibri a zigoezo pa deui he vare. Ha da genta, divezatoc’h em eus gouezet ar botred vrao-ze a reat igoloted anezho, eun hano, evel a velit, a zoare dioc’h canfarted evel ma zoant.

Evel am eus lavaret deoc’h, va divesker a ioa bet diliamet din evit ober din bale, va divrec’h avad a ioa laset stard a dre va c’hein, ha ne vije ket bet æs din c’hoeza va fri.

Me lavare ouzin va unan : salo din o divije va lazet dioc’htu ; rak guelet a rean ervad dioc’h ar c’houbari anezho, dioc’h ar sellou a daolent varnon hag au ariezou a reant en dro din, o devoa sonch d’am laza gant ar brasa crisderi, credabl en henor d’ho c’habiten maro, d’am foazat oc’h ar ber, ha da ober eur banket ganhen. N’oa ket fall evit eur c’hos labous kement hag eur gelienen vraz, ha c’hoas ne ket evidhen oa. Kementse a zigase c’hoant din da c’hrosmolat a enep ar bigorneter pe al labousetaer en doa va zouellet.

Hogen pa zonjen e voa bet lazet he unan, ha pa velen he benn oc’h heja oc’h choug unan eus va bourrevien, rag ar penn o doa caset gantho, n’en em glemen mui.

Er geriad kenta ma en em gafchomp ne rejomp nemet eun ean ; amzer epken da eun nebeut merc’hed ha marmousien bihan, rag henveloc’h oant oc’h marmousien eget oc’h bugale, ha n’oant nemeur guelloc’h guisket, amzer dezho da zont da zellet ouzin evel ma teuer da zellet oc’h eur bleis pe eul louarn paket gant chaseourien, ha da loskel eur iouc’haden bennak. Evit ho c’homzou ne ententen ket muioc’h anezho evit eur vanden broc’het pa en em lakeont da c’hrognal. Ha va c’hredit mar kirit, guelloc’h e vije bet ganhen neuze clevet cant torrad moc’h gouez o soroc’hat en dro din eget clevet ar voricoted-ze.

Mont a rejomp adarre-ta ac’hano, a dreus coajou ha rec’hil hueloc’h var ar menez. Eat oan skuiz, ha petra bennak ma c’houien ervad n’em boa nag eun digemer nag eur goan re vad oc’h va gedal e penn va beach, em boa mall da zigouezout, hag em houe eun doare plijadur pa glevis chas oc’h harzal. Edomp o tigouezout e kær benn an igoloted. Ar geriaden-ma a ioa henvel oc’h an hini on doa treuzet kentoc’h, nemet ma zoa muioc’h a lochennou enhi ha ma zoa var he zro eur gael great gant spern ha keuneud all evel ma zeus mogeriou en dro d’ar c’heriou. Ama ar merc’hed hag ar vugale a ouc’haz hag a ziscrogaaz ha deat oc’h va guelet cals muioc’h eget o doa great re ar geriaden all, ha pa veljont corf ho c’habiten var eur c’hravas en em lakejont da iudal, da ober safar ha da zellet ouzin gant kement a gounnar ma sonjiz oa deut va heur diveza hag e zeant d’am dispeun e beo.

N’em boue gouscoude digantho nemet eun taol bennag ; ar re a ioa carget ac’hanon hed an hent am c’hassas da unan eus al lochennou. Azioc’h al lochen-ze e zoa eur picol guezen carget a frouez, ia mes frouez hag a ioa ar guel anezho goest da lacat ar bleo da zevel var benn eun den, hag he zent da stracai gant ar spont. Oc’h pep scour ez oa stroilladou pennou tud, lod c’hoas goadek, lod all dizec’het ha guennet gant ar glao, hag ho c’hlevet o stracal an eil oc’h egile, dre ma teue eur sourrat avel bennak da c’hoeza varnezho.

E creiz al lochen ez oa eur peul, eun dronjen vezen ; oc’h hennez e vouen staget gant chadennou. Em c’hichen, var an douar, e voue laket eur gocoen, dour enhi, hag eun delien varnezhi eun nebeut bleud sagou.

N’oa ket druz al lib-he-bao ; guelloc’h e vije bet ganhen caout keusteuren keginer al Louarn ; hogen n’em boa ket da choaz, hag, a lavaren, ne rin nemet mervel, ha ne dal ket ar boan din delc’her naoun pa c’hellan he derri. Epad ma rean va fred, e cleven va igoloted o iouc’hal, o cana, o tansal en dro da gorf ho c’habiten. Pa lavaran cana, c’hui vel ervad e fell din comz euz eur safar goasoc’h eget a rafe drouk-sperejou.

Pa’m boa debret va bleud hag efet eur banne dour, ar pez n’oa ket padet pell, setu me oc’h en em asten var an douar kement ha ma leze va chadennou ac’hanon d’hen ober, ha ker skuiz oan ma en em rois da gousket.

Divar greis va c’housk, e santiz eun dra bennag o starda var va gouzouk. Anter zihun e casis va dorn d’am gouzoug, hag e crogiz en eun dra bennag ien ha leiz ; eur zarpant a ioa eu em droidelled en dro d’am gouzouk, unan euz ar zarpanted-ze a veler stang e Borneo, o deus bete pemzeg ha zoken beteg ugent troatad hed, a voar en em droidellat en dro da gorf al loenet, a stard varnezho bete bruzuna ho eskern, hag ho long en eur pez goude ho beza kempennet dioc’h ho giz. Asa, ne choulennan ket e tigouese gant nicun ac’hanoc’h dougen eun hevelep mouchouer gouzouk !

Cridi a c’hellit oan dihunet mad neuze. Guelet a rean va zarpant o sevel he benn a zioc’h va hini, hag o sutal, ha ne velen nemet ar maro a bep tu din ; ar maro dioc’htu ma save droug em c’hamarad-guele, ar maro antronoz vintin digant va igoloted var bez ho c’habiten ; ne vouien ket pehini euz an daou varo-ze oa ar guella din da gaout.

— Cabiten, ha ne zonjac’h ket e Doue eun nebeut neuze ive ? ha ne zonjac’h ket ober eur beden bennak ?

— Bagas !eo sonjal avoalc’h. Ni etrezomp martolodet ne bedomp ket alies mes pa bedomp e pedomp c’hoek. Petra bennak ne velen nemet ar maro dirazhon, em boa c’hoant, er stus ma edon, da asten va buez hirra ma c’haljen, hag e peden calonek Doue hag ar Verc’hez, hag e chomen ep finval, rak m’am bije laket droug em zarpant, oa great va zro.

Etre daou an deiz a deue, hag e cleven va moricoted, pe da viana ho merc’hed o pilat sagou evit ober eur banket e pehini me, ep mar, a dlie beza ar rost.

— Asa, e guirioriez, cabiten, peadra a ioa eno da lacat ho pleo da venna en eun taol, rak clevet em euz ez eus bet guelet tud, hag hi iaouang, ho bleo o tont da veza guenn en eur pennad nosvez pa zigoueze gantho eur strafuilladen bennag evelse.

— Va bleo, bagas ! a ioa abenn antronos ker guenn ha lin.

— Neuze-ta, cabiten, e tougit perruken brema ?

— Ne ran ket. Abaoue eo bet croget an derzien velen enhon en unan euz ar beachou am eus great d’ar broiou tom, hag e voue tost din adarre serra va lagad evit mad. Hogen an derzien milliget-ze, ma lezas va buez ganhen ne lezas ket eur vleven var va fenn ; he lacat a reas ker moal hag eun irvinen. Pa voan pare avad e savas bleo din adarre, ha va bleo a zavas du evel ma voant em iaouankiz hag evel m’ho guelit c’hoaz hirio.

— Mall on eus, cabiten, da glevet penauz en em denjoc’h euz ar stad-ze e pehini nebeut a dud o divije bet avi ouzoc’h.

— Tron-de-Ler, va zarpant eo a zaveteas va buez din.

— Ia ? petra, lonca a reaz oll ar voricoted d’he zijuni ?

— Ne reas ket ; hen eo a voue lonket gantho.

— Ha c’hui a voue espernet neuze a benn eur vech all ?

— Mar kirit va lezel da zibuna va c’huden, e vouesot penauz e zeaz ar stal ; mes ma rouenvit a enep ar stur, ne dai ket ar vag eleac’h ma zeus c’hoant e zafe.

— Ia, ia, cabiten, dalc’hit mad d’ar stur ; ger ebet mui ken na vo deut ar mare da deleur an heor.

— Neuze-ta, p’oa deut an deis, setu me o clevet dor va lochen o tigeri goustadig, hag e veliz eur verc’hig oc’h asten he fenn dre voask an nor anter zigor evit sellet ouzin. Mes pa velas pebez mouchouer a ioa en dro d’am gouzouk, e loscaz eur iouc’haden, eur griaden c’houek, hag e scaraz ac’hano mar gouie. Kerkent an oll gouezidi a voue var zao, hag en dro d’am lochen ho armou gantho, oc’h ober eur safar evel diaoulou. Va c’hamarad guele a zavaz aoun ganthan, evit doare ; en em sila a reas didrous dre voask ar peuillou a zerviche da voger d’am lochen. Hogen n’oa ket eat c’hoaz an anter euz he gorf er meas na doa troc’het he benn dezhan gant eun taol lans. Al lost a ioa c’hoas tost din, en em lakeas da skei, da lopa gant kement a gounnar ma vijen bet flastret ha bruzunet ganthan ma en divije gallet va zizout. Eur moricod a deuaz el lochen eur vouc’hal ganthan, hag ep dale e voa great pennadou ber euz ar zarpant.

Hogen goudeze em eus gouezet eo ar zarpant en doa savetet va buez din. Ar voricoted a gemer ar zarpant evit ho Doue, hag an hini a deu ho Doue d’he velet ne c’hellont mui he laza. Ho lezen eo. Me-ta am boa bet bizit an Doue-Sarpant, hag evelse e voue lezet va buez ganhen ; eur sclavour avad a voue great ac’hanon, ha caset da labourat etouez eun dek pe zaouzeg all paket gantho eveldhon hini ac’hann, hini alesont.

Etouez ar sclavet-ze ez oa eur spagnolez tolet eno ive gant eur pense, hag eur bugel dezhi a dri pe bevar bloaz. E un nos vez ec’h eljont tec’het Mistral hag hi, hag ar bugel. Gant poan avoalc’h ec’h eljont, a dreuz ar c’hoajou, mont beteg an aod. Dre chans edo c’hoaz al lestr eno. Saveteet oant ; mes ar Spagnolez a varvaz eun nebeut derveziou goude. Ar c’habiten Mistral en em gargaz euz ar bugel, her c’hemeraz evit he vap, hen hanvas Colibri, hag a reaz anezhan, evel ma lavare, eur martolod dispar, hag eur c’hristen mad, eur c’hristen catolik ferm en he lezen.


Charlo pe ar Bugel Ijinus
————
I

Eun divroad, eun den hag en doa doare da veza a reng huel, a voue guelet eun dervez o vont a brez a dreuz ar rehil a zo a zioc’h al lochen ma ema o chom enhi ar potrik ma zeomp da gomz anezhan. Charlo, ar potrik mad-ze, a velaz an divroad, hag a griaz outhan : na dit ket en tu-ze ! na dit ket en tu-ze ! Mont a rit da goeza en islonk ! Hag e guirionez e kichen e voa eun toul don, eleac’h ma vije coezet a dra zur an divroad hag eur bugel pevar bloaz a ioa gantha etre he zivrec’h panefe ma voue gueiet gant ar bugel mad-ma en doa epken var dro dek vloas.

An divroad o clevet Charlo, a jomaz a za, hag a c’houlennas dre he hent ec’h elje disken divar ar menez. Charlo a ziskuezas dezhan eun doare guenoden pe scalier e creiz ar rec’hil, hag eur pennadik goude edo an divroad gant he vugel e lochen baour Charlo.

— E peleac’h emaoun-me ama ? A c’houlennaz ar beachour.

E Breiz-izel, ha va zad a lavar emaomp ama pemzek leo dioc’h kær Dol.

— Peleac’h ema ho tad ?

— Eat eo en hent, ha ne zistroio ket ken na vezo abenn daou zervez ama.

— Ha n’oc’h eus-hu ket aoun ama oc’h unan ?

— Oh, ne maoun ket va unan. Bez’em euz ama va c’hi ha neuze eur c’havrik. Va zad en deuz lezet ganen leaz, fourmach, bara ha frouez. Mar oc’h eus naon, mar kirit me roio deoc’h.

— Peder heur varnugent zo, va bugel, n’on eus bet tam, na va map na me.

Charlo a ieas da gerc’hat kement en devoa, hag a lavare d’ar bugel : debrit, debrit, aotrou bihan, me am bezo avoalc’h c’hoas.

An divroad hag he vabig a zebras c’hoek, rak naoun o devoa. Goudeze, pa o devoa great eur pennadig ean, an aotrou a ginnigaz eur pez aour da Charlo, hag a iea da vont adarre en hent. — Ne gemerin ket, a lavaraz ar bugel. Me ve scandalet gant va zad, rak lavaret en deus din meur a vech : Va map, gra vad pa elli, ha ne c’hortos morse caout netra evit ar vad a ri.

Epad ma comzent evelse,e clefjont trouz. An divroad a deuas guenn evel he roched, hag a c’houlennas :

— Petra eo an trouz-ze ?

— An archerien, me voar vad, eme Charlo, ho zi a zo ama e kichen.

— Archerien, eme an divroad ? It da velet, va bugel, it da velet.

Charlo a ieaz en eur redaden da velet petra voa, hag a zistroas ker buan all, en eur lavaret : ne deo netra ; nao pe zeg archer a zo aze oc’h ober ho zro. Bremaig emaint ama. Guelet em euz anezho var ar menez, ha dre ama ema ho hent.

— O va Doue, a lavaraz an divroad, ar re-ze a glask va buez, ha me n’em eus great torfet ebet. Va bugel, en han’-Doue, cuzit ac’hanon.

Charlo a voue souezet o clevet kementse. Gouscoude ne varc’hatas ket. Cregi a reaz e dorn an divroad, hag e tiskuezas dezhan eun trap a ioa el lochen e kichen an oaled adren eur bern keuneut. « It buan aze, emezhan, rag emahint erru. »

— Na livirit da zen !

— Ne livirin ket zoken d’am zad, eme Charlo.

— Oh ! ma lavarfac’h, e lakeot ac’hanon da goll va buez, me hag ar bugel paour-ma.

Charlo a ziblasaz ar c’heuneut, a zigoras buan an trap, hag an divroad a ellaz en em guzet en eun tamik cao a voa eno. Goude beza taolet adarre ar c’heuneut var an trap, ar bugel a deuas d’an or etre he c’havr hag he gi.

II

An den estren-ze cuzet gant Charlo a ioa eun den a reng huel, tamallet ha condaonet evit eun torfet ha n’en doa ket great, hag evit ne vije ket croget enhan, e voa en em laket da dec’het gant he c’hreg hag he vap. En eur c’harroz o doa comanset ho zec’haden ; hogen o veza chomet da zibri eun tam bouet en eun hostaliri, an archerien deut var ho lerc’h, ho c’havaz eno. An aotrou a grogaz en he vugel hag a dec’has gantha, he bried avad ne vouie ket peleac’h e voa chomet. Ne zonje ket zoken enhi pa’z eaz euz an hostaliri dre eun or adren, hag en em lakeas da redek muia ma c’halle. Evelse eo e tigouezaz e lochen Charlo, ha brema edo adarre an archerien var he zeuliou.

Ar bugel-ta, o veza cuzet an aotrou hag he vap, ha deut da zor he lochen, en em lakeas da gana evit rei da gridi d’an archerien ne voa netra oc’h ober nec’h dezhan. Ar re-ma a voa pevar anezho, hag ar c’henta anezho a lavaras da Charlo :

— Eh ! paotrik, petra a rez-te aze ?

— Ne velit-hu ket ? Emaoun o cana. Ober a ran lit d’am c’hi, ha neuze e tescan d’am gavrik rei taoliou corn.

— Kenteliou brao avad a roez dezhi !

— Red eo deski dezhi en em zifen oc’h ar re a glaskfe ober drouk dezhi.

— Cleo-ta, n’ec’h eus-te ket guelet… ?

— N’em eus guelet netra.

— N’em eus ket lavaret dit choas petra a c’houlennen as poa guelet. N’eus ket tremenet dre ama eun den… gortoz… Setu ama var eur paper pebez doare den eo… Eun den hag en deus pemp troatad, vardro tregont vloas, sounn he benn ganthan, baleer diroufen, bleo du. daoulagad du ha bras, malvennou du, elgez rond. guenn en he liou, ginou crenn ; gantha eur bragou glaz, eur zae guer, botinezou bihan ; eur vouez vad dezhan…

— Oh ! oh ! eme Charlo, en eur ober eun abaden c’hoarzin, penauz em befe-me guelet kement all a dud hag a draou ; bleo glas, boutou guer, elgez faout…

— Potrig, eme an archer, hag ober goab ac’hanonme a fell dit. Camaradet, greomp ar pez a dliemp beza great dioustu ; guelomp petra zo el lochen-ma. Ah goal botr, chench a rez liou.

— Oh ia, mes…

— Mes petra ?

— Aze ema va bara, ha kement en deus lezet va zad ganhen bete ma teui en dro.

— Glaourenneg, evit laeron e kemerez ac’hanomp-ni ?

— Oh ne ran ket, me voar erfad c’hui zo archerien.

An archerien a ieaz el lochen, a zellaz oc’h kement corn a ioa enho. Charlo a voue tost dezhan abenn diou vech en em drahissa he unan ; ne alle ket miret da zellet oc’h an toullat keuneut, ha pa ho guelas o vont kuit ep beza dizoloet an trap, e tiskuezas re a blijadur, ar pez a rea d’ar brigadier cridi e cuze eun dra bennag outho. Lavaret a reas d’ar bugel : te ac’h eus guelet eun dra bennag ha ma na lavarez ket petra c’heus guelet, me ia da chadenna da zaouarn dit. Hag e tennaz eur jadennik. Charlo n’en doa ket a c’hoant da vancout d’ar ger en doa roet d’am emzivad, ne doa ket e poan ken nebeut da vont d’ar prizon. Evit en em denna a afer ta e lavaras d’an archerien en doa guelet marteze an hini a glaskent ; pell a ioa avad oa tremenet dre eno.

— Perag, eme ar brigadier, ne c’heus ket lavaret deomp dioc’htu-ta mar ec’h eus guelet an den a glascomp ?

— C’hui oc’h eus lennet kement a draou var ho paper, ne ouzon mui petra da lavaret.

— E peleac’h ema’n den-ze ?

— Me voar ? me’m eus guelet eun den ahont oc’h costez ar menez, hag a iea d’ar red ; d’ar c’hoad zo duhont me voar vad ez ea.

An archerien a ieaz etrezeg ar c’hoad, ha Charlo, fouge enha da veza roet ludu dezho eleac’h butun, en em lakeas da sutal. Ne voa ket gouscoude dinec’h, hag evit tremen he nec’hamant, en em lakeas da c’hoari gant he c’havrik ha gant he gi.

Pa voa deut an noz, ez eas da zigeri an trap, evit tenna ac’hano an daou brizonier a ioa eno. An divroad o veza clevet pe gen tost oa bet ar bleis dezhan, a bocas d’ar bugel, hag a lavaras dezhan : va bugel, mar plich gant Doue rei da anaout n’oun ket cablus, n’em eus great droug ebet, me ra ama al le e kemerin ac’hanout evit va map, hag e vezi breur d’ar bugel-ma zo etre va divrec’h.

— Ha Charlo da vouela. Neuze, emezhan, ez afen kuit dioc’h va zad ?

— Nan, va bugel, da garantez evit da dad a blich din ker couls hag ar pez ac’h eus great evidomp. Da dad a jomo ganeomp ; mes da galon vad a virit e vez savet guelloc’h evit na dout ama.

Charlo neuze a c’hoezas tan, a elumas goulou, hag a zigasas var an daol ar pez a ioa a vouet en ti, hag e lavaras d’an aotrou ha d’he vap dibri, rak naoun a dlient da gaout.

A veac’h o doa debret eur c’hinaouat bennak, ma clefjont skei goustadik var an or. Kerkent e chomjont evel tud sebezet. Skei a rejor eun eil guech. An aotrou a ioa deut ker guenn hag he roched.

— N’o pet ket aoun, eme Charlo, ne zigorin da zen ebet. Neuze e kemeraz eur skeul vian, hag e savas da zellet dre eun toul prenest a ioa azioc’h an or.

— Piou zo aze, emezhan ?

— Enhan’ Doue, digorit din, mont a ran da fata (sempla).

— Oh ! ne ran ket, me ne ouzon ket piou oc’h.

Digorit, a lavaraz an aotrou, va fried eo.

Maman, maman, a lavaraz ar potrik bihan, hanvet Herry pehini en doa anavezet mouez he vam.

Charlo a zigoraz eta, hag an itron, guisket mad, mes drouklivet, he bleo o fuia gant an avel, a deuaz en ti, hag a goezas dioc’htu semplet o velet he fried hag he map.

An aotrou a deuaz ep dale d’he dizemplao voalc’hi he fenn gant dour sclear e kichen he diou scouarn. Nebeut ha nebeut e teuaz he ners dezhi, ha neuze en em gave eurus da veza digouezet gant he zud ne vouie ket peleac’h e voant eat.

Epad an abaden-ze, Charlo a brenne an or, a c’hoarze hag a vouele, hag a gave e gouelet he galon eul levenez dreist da veza gallet ober vad da dud ker carantezuz. He levenez a grescas c’hoas pa glevaz an aotrou o lavaret d’he bried kement en doa great ar bugel-ze evitho.

An itron a voa c’hoas iaouank ; ne devoa nemet pevar bloas varnugent. Pa’z eaz he fried gant he vugel euz an hostaliri eleac’h ma voa coezet an archerien varnezho, ez eaz ive var ho lerc’h. Hogen ken tenval oa ma ne vouie ket pe varzu e voant eat, hag o veza evelse dianket e chomas da dremen an noz azezet oc’h tronjen eur vezen. Pa darzaz an deiz, e savaz ac’hano, hag ez eas gant ar c’henta guenoden a gavas. Dre chans ar venoden-ze a gase eün da di Charlo, eleac’h ma edo he fried hag he bugel.

Charlo neuze a reas tan, a gasas colo pe blous fresk er c’hao dindan an trap evit ma c’helje cuzet eno an tri den a ioa en he lochen, mar bije c’hoaz izom. Neuze ez eas da c’horo he c’havrik, evit gallout kinnik d’an itron eur banne leas livris.

Etre daou e voa deut an noz, hag ez eant da zibri eun tam bennak, pa zirollaz eur bar arneu scrijus, tan, curun, glao dourbil. Digouezout a reas an traou en hevelep doare ma chomaz ho c’hoan a dreuz en nosvez-ze.

III

Charlo hag an estren repuet gantha en he lochen, a iea da zibri eun tam bennak pa voue scoet adarre var an or :

— Digor ! Charlo, digor !

— Va zad, eme ar bugel en eur grena ; va zad, red eo din digeri dezhan, ho pet fizians enha.

— Nan, eme an Aotrou, lez ac’hanomp d’en em guzet. N’en em ziskuezimp dezhan nemed red e ve.

— Charlo, eme an tad, digeri a ri-te ? Ne ouzout ket pebez amzer a ra ? E guirionez eur glao diluch a goeze. An Aotrou hag an Itron a redas d’an trap, ha gant ho zrefu e chomaz ar potrig Herri var ho lerc’h, ha Charlo, keit ha ma voa he dad o tont en ti, her c’huzas dindan an daol.

— Petra a reaz aze, goal baotr, eme an tad, ne deues ket buan da zigeri din ?

— Ne anaien ket mad avoalc’h ho mouez da genta, hag an avel, ar glao, ar gurun a rea aoun din.

— N’eus ket eun neuden seac’h ac’hanon. Guella mad zo ec’h eus great tan, ha gouscoude em oa difennet ouzit ober pa na vezan ket ama, ne ket lacat a rafez an tan el lochen.

— Ia, va zad, mes ker ien eo !

An tad en em lakeaz e kichen an tan d’en em zec’ha, hag o veza taolet eur zell var an daol, e lavaras :

— Oh ! an Aotrou a gaf dezhan eo eur bourc’his bras ? Petra ? Eun douzier var an daol, kement tam bouet am oa lezet ganhez, ha neuze chist ive, mar plich ! ha neuze teir gueren. Naoun ha sec’het as poa, evit doare ?

— Oh ia, va zad.

— Ha da ober petra teir gueren ha tri blat ? petra, da gi ha da c’havrig a poa sonch da lacat da goania ganhez ?

— N’am gourdrouzit ket, va zad ; m’em oa aoun o clevet ar glao, an avel, ar gurun, ha neuze oun en em lakeat da ober en doare-ze, ha neuze e sonje din e voa iud all ama, ha neuze n’em oa ket kement a aoun. Me zonje din edoc’h aze, c’hui, ha neuze va mæronez…

Bertrom a gredas pe a reas neus da gridi ar pez a lavare he vap, rag he garet a rea cals. Pa en devoa great eun domaden, setu hen d’en em lakat oc’h an daol da zibri eun tam bennak. Charlo en em lakeas ive en he gichen, hag a roe dre guz lod euz ar pez a gemere d’ar bugel Herri a ioa cuzet gantha en eur c’horn dindan an daol.

Bertrom, pa n’en deveze den all ebet da savarat outhan, a garie savarat oc’h he vap pehini, evel on eus guelet, en doa skiant avoalc’h evit he oad. Setu hen o lavaret :

— Ne ouzout ket, Charlo, eun torfetour bras zo var ar meneziou, a leverer.

— Eun torfetour ? eme ar bugel. Eun torfetour ha ne deo ket eun den hag en deus great eur goal daol bennak !

— Ia, petra-ta sur, diodik.

— Petra en deus great, laerez, pe laza !

— Oh, n’en deus ket. Tamal a rer dezhan euz an traou-ze ha ne ellomp da gompren na te, na me. Lavaret a rer ez eo eun den a reng huel, ez eo den a zoare, mad d’ar paour, en deuz eur mignon ellez hag a boagn da ziskuez eo divlam, hogen asta afo a ell, rak mar bez paket…

— Petra vezo great dezhan ?

— Troc’ha he benn divar he chouk, na petra-ta.

Charlo a voue ker strafuillet o clevet kementse, ma loscaz he veren da goeza euz he zorn d’an douar.

— Da ziot ez ez, Charlo, eme an tad ; setu aze torret da veren ganhez.

— O va vad, troc’ha he benn da eun den eo he laza, hag an dra-ze zo scrijus da glevet.

— Guir eo, va map. Mad, p’eo guir e tiskuezez calon vad, ne c’hourdrouzin ket ac’hanout abalamour d’as kueren torret.

— Ha ne ket, va zad, ma helfac’h, e savetefac’h an Aotrou ker-ze ?

— Me garfe avad gallout hen ober, petra bennak ne ket brao lacat he fri e traou evelse. Daou c’hant loiz aour a ginniger d’an hini hen lacai etre daouarn ar justis, beo pe varo.

— Oh va Doue ! va Doue ! ha ma her c’hafac’h neuze, va zad ?

— Petra, marmous, sonjal a ra dide ez afen-me da verza goad va nessa ? biken.

Ar c’homzou diveza-ma a reaz eur blijadur vras da Charlo.

Hogen me ho les da zonjal pebez nec’hamant a dlie an Aotrou hag an Itron da gaout ebarz en trap, rak ac’hano e clevent ar pez a lavare Bertrom hag he vap. N’o doa ket a c’hoant d’en em rei da anaout d’an tad, ha dalc’h mad e crenent gant an aon na vijent discuillet pe gant Charlo pe gant ho bugel ho unan.

Abann eur pennad an tad a lavaras adarre :

— Asa, Charlo, me vel ac’hanout aze o sonjal, o sonjal e petra emaout-te ?

— Petra fell deoc’h, va zad…, ar glao, an avel, ar gurun....

— Oh ! ato em euz aoun raz’ho.

— Petra, bara ha frouez a roez d’as ki dindan an daol ?

Charlo n’en devoue ket a amzer da respont, tud a ioa adarre o skeï var an or.

— Marteze, eme an tad, an archerien o clask an torfetour.

— Oh ! va zad, ne zigoromp ket !

— Nan, marteze ! mar d’eo an archerien int, ar reze a vouezo brao divarc’ha an or. Kea buan da zigeri.

— Ne allan ket mont, va zad. Me zo crog ar c’hlaz em zreid, ha n’oun ket goest da ober eur gamet. Ar bugel bihan eo a ioa crog en he zivesker, ha ne alle ket en em zizober anezhan.

Bertrom a zavas da vont da zigeri, hag e c’hrosmole en eur vont : Charlo, Charlo, eun dra bennag a guzez ouzin. Eun dra bennag a zo dindan…

— Dindan an daol, eme Charlo ? Oh ! n’eus netra. Ar brigadier oa a ioa eno gant he bevar archer. Baleet o doa a dreuz hag a hed dre ar c’hoad, ha brema o doa paket eur gempen dioc’h ar bar arneu. Ober a rejont rebechou da Charlo da veza ho zromplet.

— C’hui, eme Charlo, o poa lavaret kement a draou dinme divar benn dillad guer, elgez faout, ha neuze me ne ouzon ket petra. M’em eus lavaret deoc’h ar pez a deue em penn kentoc’h eget beza chadennet ganeoc’h ha casset d’ar prizon.

An archerien, goude beza great eun domaden, en em dennaz ha neuze Charlo a anzavaz oc’h he dad ar pez en devoa great. Bertrom a gavas mad ar pez en devoa great he vap ; nec’het oa avad o clask gouzout penauz e saveteje an dudchentil-ze. Antronoz avad e vouent dinec’het oll. Mignon an dijentil a zigouezaz, ha gantha gras he vignon. Hema neuze en em gargaz euz ar bugel ijinuz ; he lacat a reas da studia, ha Charlo a deuas da veza eur medesin goueziek, hag eur c’hristen mad.

————


Ian Bodbalan.
————
I

Epad an nosveziou hir euz ar goanv, er beilladegou-ze a velet guech all ker stank var ar meaz hag a zo eat brema couls lavaret ar c’hiz anezho en he dro, unan euz ar brasa plijadurezou a gavet oa clevet ar re goz o oonta an taoliou o doa great pe guelet re all oc’h ober. Ian Bodbalan a ioa unan euz ar re goz-ze en doa guelet aleiz a draou, freuz, dispac’h, brezeliou, hag he blijadur oa conta he istoriou d’ar re iaouang evit deski dezho petra a ioa tremenet eun nebeut bloaveziou diaraok.

An hini en deus scrifet kement ma en em gavaz eun nosvez d’he zilaou, en eur c’hranch pe eur c’hardi eleac’h m’az oa en em zestumet eun antercant den bennag evit ar veilladek. Ar breizad coz en doa neuze tremen pevar ugent vloas, mes ker cre oa c’hoaz ha ker sounn var he ilizi hag eun den triugent vloas. Bet oa o stourm oc’h ar re c’hlaz, ha stourm a rea ker mad ma voue leshanvet craban dir.

En nosvez ma comzomp anezhi, unan bennag a lavaras dezhan :

— Ian Bodbalan, contit deomp eun taol caer a rejoc’h e Sant-Ian !

— Gant plijadur ; ia, hennez zo eun taol hag a verit e ve comzet anezhan.

Eun abardaesvez-ta, an aotrou Boasier a lavaras din evelen :

— Craban-dir, me’m euz izom ac’hanout ; sell, kea dioc’h-tu da gas al lizer-ze ; ne ket eur gevridi eas da ober, me gaf din gouscoude te he graio.

Bennos Doue deoc’h, tad ar Victor, (evelse eo e c’halvemp an aotrou Boasier) ; roit din ho lizer ma’z in dioc’htu ; ha me o vont kuit.

— Gortos-ta, n’em eus ket lavaret dit peleac’h ec’h eus da vont.

— Guir eo. Da biou eo al lizer ?

— D’ar jeneral Bonchamps.

— E peleac’h her c’havin-me ?

— Er meziou, etre Romagn ha Foujer. Pa vezi digouezet e Romagn, ez i gant ar venoden a hed park Ivon Plouvern ; pa vezi eat bete Keralen, ez i a dreus gant an douarou beteg ar c’hastel coz, eno en em guzi e lost al lenn vihan etouez ar raoz. Neuze e tevrezi ar a gouen seis guech, hag ep dale e veli ar botred o tont d’as caout. Digas din respont ar jeneral. Beach vad, ha taol evez oc’h ar re c’hlaz.

II

En dervez ma comzan anezhan, eme Ian Bodbalan, on doa en em gannet epad da neubeuta c’huec’h heur horolach, oc’h ar re c’hlaz, ha falc’het eun nebeut mad anezho. Evelse daoust d’am c’hraban dir e cave din oa pounner va izili, hag em bije great a galon vad eur pennad ean.

N’oa ket ken nebeut eur c’hoari mont da gaout ar jeneral Bonchamps ; an enebourien a ioa da dreuzi, rak varzu eno oant en em dennet. N’eus fors, tad ar victor en doa comzet, ha daoust pe ger skuiz oan ez iz en hent en han’ Doue. Mont a rean en dra c’hallen, beac’h am oa o chom a za gant ar skuisder, ar c’hoant cousket, an naoun hag ar sec’het. Hogen, c’hui vel, ne zonjen ket e kementse. Bale a rean evel eur breton, ha bale eur breton zo eur bale mad.

Hogen, setu pa voan eat tost da Sant-Ian, ha me o velet tantajou tan eur renkennad. Holla, eme ve, ama ez eus chuez fall ; ar botred c’hlaz a zo ama ! Laca evez Ian craban dir !

Neuze e troiz a zeou o sonjal ober an dro : mes pa voan eat eur pennad, a dre eur valaneg, e veliz eur rencad all a dantajou hirroc’h c’hoaz evit ar genta. Siouaz, a lavaris neuze, ama ne eller mont e tu ebed ; red eo mont dre greis pe chom en diascrenn ; red eo neun pe veuzi.

Tenval oa evel en eur forn ; ar pez a blije din avoalc’h, rak gouzout a rean ar guenodennou dindan envor. Eur c’harz a ioa eno hag a ioa eur groaz er penn anezhi, hag e clasken ar groas-ze evit mont goudeze hed ar c’hars. Pell e vouen o clask, rag ar re c’hlaz o doa discaret ha torret ar groas.

Mont a ris neuze daou bleget, var va farlochou, hag e reden evel eur c’had. Bep en amzer e saven va fri da c’hoesat, hag e tigoren va scouarn da silaou. Tostat a rean ato oc’h an tan. Barz’ ar fin e clevis tud o comz tregont pas diouzin, hag unan o lavaret :

— Piou zo ? chomit a za !

— Ofiser oc’h ober he rond.

— Tostait ma vo guelet.

Neuze e clevis trous boutou eun den a ioa kentrou o sini outho, hag eur vouez c’hroz a lavaras goustadik :

— Salo eo ar Republik ! — Goude her c’hleviz adarre o pellaat.

Asa, counnari a rean. Ar re c’hlaz a ioa eta var c’hed ! ha penaus tremen ? red oa gouscoude. Penaus distrei da zant Laurans ep beza bet e Romagn ? ha petra vije bet lavaret euz a Ian craban dir ? Gallet e vije he henvel Ian craban stoup. Asa, n’em oa ket a c’hoant c’hoarzin ; mar deuen en dro oa great gant va henor ; mar dean araog oa great gant va ler.

Epad ma scraben va fenn, setu eur zonch, eur sclerijen o tont em speret. Cavet em oa an tu da ober va zreus. Ger ar ged eo am oa clevet, credabl : Salo eo ar Republik.

Neuze en em lakis da redek varlerc’h an ofiser a ioa gentrou ganthan, hag ato daoubleget, hag abenn daou vunut goude edon ken tost dezhan ha m’emaon deoc’h-hu aze.

Ar pez am eus da lavaret deoc’h brema a zo eun dra scrijus, mes ar vrezel a zo evelse, laza pe beza lazet. Lacat a ris va c’hontel vraz a dreuz em ginou, hag en eul lam, evel eur c’haz pe eun tigr, e voan crog e gouzoug an ofiser glaz, hag hen discaren dindan-hon. Ne ket evit netra e voan bet leshanvet craban dir. An ofiser, strobet gant he vantel vras, ne ellaz nemeur en em zifen. Me en em erbede oc’h an Aotrou Doue, hag a voaske var gouzouk va den evit miret outhan da grial.

Neuze e liviris dezhan e kichen e scouarn : Ro din da vantel, da dok, da votinezou, ha da c’her n’em diskuilli ket ; anez ez ez da vervel !

Clask a rea crial hag en em denna kuit.

— Rei a rez eme ve ?

Hen a hejaz he benn evit lavaret nann.

Eur momet goude e voa maro.

An den-ze, c’hui vel, en doa calon, ha me garje beza gallet savetei he vuez dezhan ; mes petra a fell deoc’h, lezen ar vrezel a zo eno ; poaniuz eo, mes n’oufen pe rafen.

Neuze e lakiz he zivrec’h dezhan a groas var he beultrin, e kemeriz he vantel, he dog hag he voutou kentraouet, ha setu me goaz ac’hanon ha sounn va fenn ganhen, guisket evel eun ofiser glas.

Me vouie ervad e cafjen c’hoas goardou ar botred c’hlaz, hag e guirionez, n’em oa ket great daou c’hant pas na glevis lavaret din :

— Piou zo aze ? chomit a za !

— Ofiser oc’h ober he rond.

— Tostait, ma vo guelet.

Mont a ris ; n’oan ket gouscoude dinec’h. Ma ne ket ger ar ged eo am oa clevet ! Pa voan eat evelato beteg ar zoudard, e lavaris dezhan e pleg he scouarn :

Salo eo ar Republik !

Ar ger mad am oa clevet. Ar zoudart ne lavaras ger ; ha me a c’houlennaz outhan :

— Netra a nevez ?

— Netra, nemet em eus clevet bremaik eun tamik trous varzu duhont ; hag e tiskueze din an hent ma voan deut dreizhan.

— N’em euz guelet den, eme ve, mes laca evez, rag al lamponet-ze n’eus ket da fiziout enho.

— Bezit dizoursi, araok ma teuint tost din-me ! Me ho anavez dioc’h ar c’hoez.

— Mil bomb ! me zo dare da vervel gant ar sec’hed.

— Ofiser, setu aze va c’hocoen.

Efa a ris diou c’houzougad guin ardant ; ar pez a roas buez din, rag eat oan diners.

— Bennos Doue, camarad, ha noz vad.

— Noz vad, va ofiser.

Me a ioa fouge enhon o vont ac’hano, hag a c’hoarze dindan va mourrou. Vardro eun dek goard all a gaviz evelse, oll em lesjont da dremen gant va ger : Salo eo ar Republik.

Ia, ma o divije gouezet, ne ket me da viana eo a vije bet salo. Muia aoun am boa neuze eo na vije deut an deiz araok ma vijen digouezet e penn va beach, rag anavezet e vijen bet marteze dindan dillad an ofiser. Hogen dont a riz abenn euz va zaol, ha va c’hrevidi a voue great evel m’en doa lavaret din tad ar victor.

Digouezet e lost lenn ar c’hastel coz, en em guziz etouez ar raoz, evel a ioa lavaret din. Neuze gant va boz ha va ginou e ris seis guech hou ! hou ! hou ! cri ar gaouen.

Ar botred n’edont ket pell, kerkent ho c’hleviz o tont hag ar c’henta am guelaz, a lavaras :

— Evez ! eur glas !

— Eur glaz ? Jakez ar Faouet, eme ve, n’em anavezez ket ? Mad am oa great coms buan, rag e zeat da denna varnhon. Caset e vouen da gaout ar jeneral Bonchamps, rei a ris dezhan va lizer, hag e liviris dezhan ar pez a ioa digouezet ganhen.

— Eun den out, craban dir ! emezhan ; hag e pocas din ! Dek leo am boa great, ha va divesker a c’houlenne eana. Hogen neuze e tebriz hag ec’h efis va goalc’h hag e couskis epad an deis. Pa voa deut an noz e teuiz en dro da zigas respont ar jeneral. Sonjal a rea din em bije eur goal daol bennak da ober adarre ; mes n’em boue ket. Tad ar victor hag he botred o doa great d’ar re c’hlaz skarza euz al leac’h ma edont. Digouezout a ris gant va mignonet cals kentoc’h eget na zonjen.

Tad ar victor, pa em boue discleriet dezhan penauz em boa great he grevidi, a lavaras din ive evel ar jeneral :

— Eur goaz out, Ian Bodbalan, hag hanvet mad out craban dir ! hag e pocas din ive.

An daou bok-ze eo, a gaf din, caera recompans am eus bet em buez.

III

— Ian Bodbalan contit deomp pebez taol a rejoc’h e Sant Dominek, eme ar vanden a ioa o silaou ar brezelour coz.

— Mad, clevit, eme graban-dir ; an dra-ma a zigoueze daou vis goude an taol am oa great e Sant Ian. Ar zænt o deus bet ato ho lod e kement am eus great ; anez me voar vad n’em bije ket gallet en em denna evel ma zoun en em dennet. An taol am oa great e Sant Ian en doa roet brud din. An aotrou Boassier am galve he vreac’h deou ; ar pez n’oa ket nebeut a dra, rag hennez n’oa ket eas plega he vreac’h dezhan :

Setu hen-ta, eun dervez ma edomp e Mezier, o tont d’am c’haout hag o lavaret din :

— Craban-dir, ober a rafez eur blijadur evidhon ?

— Ia, ha cant ive, mar galfen.

— Ama evelse e c’helfez marteze rei da groc’hen.

— Me hen diouallo mar gellan.

— Kleo, an aotrou Bonchamps zo du-ze e tu Sant Dominek, vardro eun anterleo dioc’h Pleugueneuc.

— Oh ! gouzout a ran.

— Ia, mes ne ouzout ket marteze ema ar re c’hlaz e Sant Dominek.

— Me ne ran fors anezho. Pet int ?

— Tri bataillon.

— Bah !… hag eo red staga dezho.

— Ne ket an dra-ze eo.

— Petra-ta ? ober adarre evel e Sant Ian ?

— Ia, eun dra bennag evelse. Lavaret em eus d’ar jeneral e kemenjen dezhan peur e tigoesjemp e Tenteniak, hag e cargan ac’hanout euz ar grevidize.

— Mad, tad ar victor, mont a ran.

— Gortos ta ; lavaret em eus dezhan ive, mar bijemp ama sicour vad, e velje varc’hoas vintin eur pavillon guenn e bek tour Sant Dominek.

— Hag e fell deoc’h e stakfen ar pavillon ?

— Evel ma leverez.

— Digasit-hen din.

— Setu-hen ama ; ne roan ket an troad dit.

— Ne dal ket ar boan ; beg an tour zo eun troad mad avoalc’h.

— Kenavezo, ha chans vad dit.

— Kenavezo, va c’habiten.

Plega a riz ar pavillon hag hen lakiz em bruched, hag an hini a vije deut da glask he gaout ac’hano en divije bet va c’hroc’hen kentoc’h. Setu me ta en hent. Ar c’harter oll a ioa goloet a re c’hlaz. Araog, adren, a zeou, a gleis, ne velen nemet re c’hlaz, oll oc’h ober goard evit doare. An dra-ze evel kent, a roe din peadra da zonjal, hag e lavaren ouzin va unan :

— Craban-dir, va mignon, mar ec’h eus c’hoant da zavetei da bavillon ha da ler, e c’helles mont var da barlochou ha sevel da fri da velet a be du e teu an avel.

E guirionez, ama n’oa ket a leac’h da gaketal. Dalc’h mad e velen sitoianed ha n’edont ket cant pas diouzhin. Devet o doa oll dre ma zeant, ha me n’ouzon ket petra a glaskent eno. Var dro eiz heur e tigouezis dirak Sant Dominek. Tenval oa ha glao a rea, ar pez a blije din avoalc’h.

An ilis zo er penn all euz ar bourg. En em sila a ris bete ti Giles Penmarc’h a ioa goullou neuze, rag ar re c’hlaz o doa stlapet ar perc’hen en eur puns pemzek dez araog.

En em guzet a riz en eur c’horn tro hag e chomis da zilaou. Ne gleven trouz ebet a dost ; er penn all euz ar bourg e cleven safar gant ar c’hlazardet.

An iliz a ioa dirazhon, trist ba tenval. Mont a ris var va c’hrabanou beteg an or ; bounta a ris varnhi ; ne ellis ket avad he digeri ; an or-ze a gredan am c’hemere evit eur glaz, ar pez a gaven mezus.

Neuze e zis en dro da di Penmarc’h, hag e caviz eur skeul er sanail. Neuze e saviz oc’h eur prenest hag ec’h elliz ober toull da vont en ilis. Sacha a riz ar skeul en diabars gant aoun na vije deut ar re c’hlas da ober ho zro en diaveas.

Setu me da gaout dor an tour. Alc’hoezet oa, ha me ken nec’het ha biscoas. Ar sacristeri a gavis digor. Ama, eme ve, en deus marteze lezet ar c’hloc’her alc’hoez an tour. Ouspen eun heur e vouen o furchal, o clask. Var bouez gouscoude poania avoalc’h, e caviz eur stroillad alc’hoeziou dindan eun armel. Ia, mes an alc’hoeziou-ze a ioa ouspen ugentanezho, hag e voen c’hoas me n’ouzon ket pegeit araog digouezout gant an hini mad. Digeri a ellis gouscoude ; hogen an or-ze a reaz aoun din, kement e vigouras, kement a drouz a reaz o tigeri. He zerra a ris var va lerc’h ha setu me dioc’h tres va dorn o sevel gant ar scalierou.

Pa voan savet eur pennad, e cavis eno eun tamik cambr hag a ioa enhi eur c’hleuzer var elum. Piou en doa he laket eno ? An aotrou Person, credabl, p’eo guir n’edo ket var elum lamp an ilis. Gouscoude em oa evel aoun ; drouklivet e tlien beza, hag e tennis va c’hontel vras, e voan o c’hortoz ato eur glas bennak da lamet varnhon.

Goudeze em euz goezet eo e guirionez an aotrou Person en doa laket ar c’hleuzer-ze eno araok tec’het, ha mad en doa great tec’het, rag ar re c’hlaz a laze ar bersoned evel kellien. Pa c’hellent dont en hon touez-ni edont en ho c’hre.

Me a anaie ar c’hloc’her, hag en em lakeas da c’helver :

Malou ! Malou ? hogen Malou ne responte ket. Asa, a liviris neuze, red eo e ven diot ive ; ma vije bet Malou ama, oa bet an alc’hoeziou gantha, hag em euz ho c’havet er sacristeri !

E kichen ar c’hleuzer e zoa eur rolledat kerdin. Ker skuiz oan ha ken abafet mac’h azezis var ar c’herdin-ze da ober eun ean hag e voredis. Ne ouzon ket pegeit e padas va c’housk ; mes dihunet e voen gant eun tousmac’h, eun trouz evel pa vije eur vanden drouk sperejou oc’h ober safar e dor ar porched. Me n’em oa ket gallet he digeri ; ar re c’hlaz avad a deuaz a benn anezhi gant ho bouc’hilli. Kerkent setu hi en iliz, ha ne zalejont ket ive da zont da gaout dor an tour.

Clevet a rean anezho o sevel gant an deleziou. Me ho les da zonjal pebez encrez am boa. Va bleo a zave var va fenn, hag e liviris calonek va act a gontrition.

Gouscoude ne gollis ket va fenn, c’hoeza a ris buan ar c’hleuzer, hag en em guzis dindan ar bern kerdin. Pemp pe c’hoec’h oant savet er gambr ma edon hag unan anezho a azezas var ar c’herdin ma edonme dindanho. Ar bourreo ! ker pounner oa hag eur pez kanol. Mouget sur e vijen ma vije chomet pell varnhon ; hogen Sant Dominek ne falvezas ket dezhan. Abenn eur pennadik e zejont adarre en traon gant ar scalierou. Eur glao hag eun avel scrijuz a rea, ha setu perag o devoa diegi o lacat ho fri e beg an tour. — En ilis, da viana, emezho, e cavomp disc’hlao.

N’edon ket fall, evel a velit. Prizonier oan, hag evit pegeit ? Sevel a ris gouscoude. Mes petra da ober ? Ian Graban-Dir, eme ve, guel da viana ha te c’hello staga da bavillon. N’oa ket eun dra eas. Sevel a renken abouez va divrec’h da veg an tour, ha dont a rea sourradou avel ha bouilladou glao hag a venne va dalla Ne ouzon ket oals penauz a ris, mes abenn nebeut goude edon e beg an tour, hag e stagen a zoare ar pavillon guenn oc’h ar groaz houarn.

Disken a ioa c’hoas diesoc’h eget pignat. Pa na dorris ket cant guech va gouzoug o tisken ac’hano, eo anat edo an oll zænt euz ar baradoz oc’h va zicour. Sellit, crena a ran c’hoaz o sonjal e kementse ; ne ancounac’haer ket a nosveziou evelse.

Disken a ris-ta bete camprig ar c’herdin ; mes neuze penaus da ober ? Ar re c’hlaz a ioa en ilis ; ne allen ket mont dre eno. Pa ne aller ket mont dre an or ez ear dre ar prenest. Eun toul prenest a ioa var ar ganiprik-ze a veac’h ledan avoalc’h din da lacat va fenn enha. N’eus fors, staga a riz eur penn euz an deoa hag hirra corden a ioa eno, hag e loskiz ar penn all da vont a zistribil d’an douar ; an deiz a dostea, ha n’em boa ket a amzer da goll.

Setu me ta oc’h ober sin ar groaz, hag abouez poan avoalc’h oc’h en em denna er meas dre an toul prenest. Neuze abouez ar gorden e tiskennis guella ma c’hellis. Ia, mes an hini vez o clask tec’het a vez ato ber dioc’h eur penn bennak. Mes gave din oa hir va c’horden, ha pa errujon en he beg, edon c’hoas da nebeuta pemzek troatad dioc’h an douar.

Penaus da ober ? N’em oa ket da choas, rak n’oan ket goest da bignat en dro. En em loskel a riz eta da goeza, mes eun trouz a riz goest da zihuna tud varo.

A drugare Doue, n’em oa torret ezel ebet.

— Piou zo aze ? a griaz eur zoudard a ioa e gard tost eno, hag her c’hleviz o c’hervel ar zoudarded all, hag eur voulet a sutaz o vont ebiou d’am discouarn.

Me, e c’hellit cridi ne jomen ket da c’hortoz. Ober a riz an dro da di Penmarc’h hag eb dale ne gleven mui ar botred c’hlas. Digouezout a riz e Tinteniac ep droug ebet.

— Mad, eme an aotrou Boasier, aoun em oa na vijes lazet, Craban-Dir.

— Oh ! list-hi, tad ar victor, eme ve.

— Ha da bavillon ?

— Ema oc’h beg an tour.

— Eun den out, Craban-Dir.

Da nav heur, en dervez-ze, ar re c’hlaz a ioa paket etre soudardet Bonchamps ha re tadig ar victor, ha me hen assur deoc’h ne deas ket calz anezho da gas ho c’helou d’ar gær.


CANNAD AR PAP.
————
I

Er pevarzecvet cantved ez oa eun impalaer euz an Allmagn hag a ioa fallacra den ha goasa prins a ouesiet da velet. Eleac’h touza he zenved, evel eur pastor, ho c’higne. Noblans, bourc’hizien, coueriadet, oll e cave an tu d’ho mac’ha ha da aloubi ho zra. An dud a ilis dreist oll a ioa goasket ganthan. An deog a leveou an ilizou, kercoulz hag an aluzennou a dlie servichout da vaga ar beorien, a ioa scrabet ganthan ha dispignet en dizurs gant he aclepoted.

Ar prins dizoue-ze a ieas beteg henvel Eskibien, abaded, personed euz he benn he unan, hag ec’h hanve, na petra-ta, tud digoustians, ep goueziegez na buez vad. Sevel a rea clem en he enep a bep tu, hag ar c’hlemmou-ze a ieas bete Rom. Ar Pap a gasas d’an impalaer eur c’hannad gant eul lizer eleac’h ma roe aliou dezhan euz ar re vella, evel eun tad o tistrei he vap dioc’h an drouk ; hogen ar c’hannad a voue beuzet o tremen eur ster, hag al lizer a voue collet. Eun eil cannad a voue lazet pa voa digouezet en anter hent, hag eo ar prins, a leverer, eo en doa laket he laza. Erfin eun trede cannad a fallgalonaz, hag o veza eat bete palez an impalaer, ne gredas ket mont beteg enhan na diskuez al liziri a ioa ganthan. N’oa ket brao ken nebeut rei liziri evelse d’ar prins-ze.

Ar Pap gouscoude a felle dezhan rei he vouez da glevet d’ar map prodik-ze. Gelver a reas pevar Gardinal, tud santel ha fur meurbet ; hag e lavaras dezho :

« Gouzout a rit pebez torfejou ha pebez sacrilachou a damaller d’hor map impalaer an Allmagn. Caset on eus dezhan tri gannad, ha nicun anezho n’en deus gallet rei hon liziri dezhan. Brema petra da ober ? Ha teleur a raimp-ni an anaouen varnezhan, pe clask a raimp c’hoaz an tu da rei dezhan da anaout hon aliou hag hor gourdrouzou.

Ar pevar Gardinal a voue ali e vije caset dezhan c’hoaz eur c’hannad. Mes peleac’h caout ar c’hannad-ze ? Ho fevar e lavarent e voa red caout eun den a zoujans Doue, douget evit an ilis santel hag evit ar Pap, eun den ha ne varc’hatche ket mar bije red scuilla he c’hoad evit ober mad he gevridi. Ha peleac’h caout eun den evelse ? Ama ar pevar Gardinal n’en em glevent mui.

« Tad Santel, eme ar c’henta Cardinal, me gaf din eo red choaz eur marc’hek cre ha caloneg, eun den goest d’en em zifen ma ve stourmet outhan en hent.»

« Me a gaf din, eme an eil Cardinal, e ve guelloc’h kemeret eun den fur ha goueziek, eun den hag en defe finesse evit dizelei ar pechou a c’helfe beza stignet dezhan en he veach.

« Me, eme an trede Cardinal, ne gredan ket e ve mad, nag eun den a vrezel, nag eun den a lez. Ar re-ze a denn re ar sell varnezho, hag ama on euz izom euz eur c’hannad ha ne evesaio den outhan. Me zonch din e ve guell kemeret eur manac’h, euz ar re zo boas da glask an aluzen, da gestal. Petra bennak ma zeo fall ar bed, e respeter gouscoude c’hoaz habit ar venac’h. Boaz oar d’ho guelet o vale dre ar vro ; ha piou, o velet eur manac’h a urs sant Fransez, o veva divar bara ha dour hag o vale diarc’hen, a zonjo e vezo eno eur c’hannad carget da gas liziri aberz ar Pap d’an impalaer ?

Ar pevare Cardinal ne lavare ger ; ar Pab her pedas da rei ive he ali.

— Me a gaf din, Tad Santel, ne deus nicun mad euz an tri o deus comzet va c’henvreudeur anezho. Red e ve caout eur c’hannad hag a ve var eun dro kement a c’houlen an tri Cardinal, da lavaret eo, a ve goest, dioc’h ma ve izom, d’en em zifen dre an armou, da ziskuez sevenidigez eun den a lez ha da ober micher eur breur kesteur.

— Hag e peleac’h caout an den-ze ?

— Anaout a ran unan hag a zo goest mad a gement am eus lavaret. Ar breur Ian, a zo brema e couent sant Fransez e Perouz, en deus bevet er bed betek an oad a bemp bloaz ha tregont. Bet eo er vrezel eleac’h ma en em ganne evel eul leon ; carget eo bet a aferiou euz ar re ziesa, ha brema eo breur kesteur couls ha nicun. Ar Pab hag ar pevar Gardinal a roas raktal ho mouez d’ar breur Ian.

Eun derveziou bennak goude ar breur Ian a ioa o voalc’hi al loaiou hag ar scudellou en he gouent, pa deuaz eur manac’h d’he gaout da lavaret dezhan e voa kemennet da vont da gaout ar Pab, hag e c’hourc’hemennet dezhan mont dioc’htu.

Ar breur kez a voue ker sebezet o clevet ar c’helou-ze, ma loscas da goeza ar scudel a ioa ganthan etre he zaouarn. Ar scudel a voue torret, hag ar breur condaonet da zaou-ugent taol dissiplin. Goude beza kemeret an tamik frescadurez-ze en em lakeaz en hent evit mont da Rom.

« Breur Ian, eme ar Pap, clevet on eus comz euz ho puez devot hag ive euz ho ners calon pa edoc’h er bed. Clask a reomp enr c’hannad fur, courachus, douget evidomp, evit fiziout enhan liziri hag o deuz eun dalvoudegez vras. Hag otreal a rafac’h beza ar c’hannad-ze ? Ne guzomp ket ouzoc’h e vezo ho puez var var oc’h ober ar gevridi a fell deomp da fiziout enhoc’h.

— Tad Santel, eme ar manac’h o stouet d’an douar, en em roet oun oll da Jesus-Christ ; c’hui eo he vikel ; gourc’hemennit ha me a zento.

— Mad, a lavaraz ar Pab, setu ar pez a c’hortozemp digant eun den sentuz eveldoc’h. Ho carga a reomp eta da gas eul lizer da impalaer an Allmagn. Ar gevridi-ze a dle beza dalc’het e cus. Ma ve anavezet, e colfac’h ho puez araok ma veac’h eat er meaz euz hor stadou. Evidoc’h da zelc’her cuzet ho kevridi, ez eus gouscoude cals danjerou oc’h ho cortoz en ho peach. An hentchou zo diez hag an dud a zo fallakr. Rei a reomp deoc’h an otre d’en em zifen dre an armou, ma ve red deoc’h hen ober. Evel ma zoc’h bet carget a afferiou er bed, e c’hellot en em zervichout euz ar finessaou a c’hellit da veza desket, gant na implijot morse na trubarderez, na geier, rag an dra-ze zo ato difennet. It, ha resevit hor bennos.

II

Tri dervez goude m’oa bet o caout ar Pap, breur Ian a ieaz en hent. Lizer ar Pap, scrifet var eun tam parch a c’hriaz e diabarz e scapuler, hag e reaz al le da rei he vuez kentoc’h eget discregi euz al lizer-ze.

Ne zigouezas netra ganthan keit ha ma valeas var douar an Itali. Lod a c’houlenne diganthan he vennos ; lod all a daole mein outhan. Avechou e cave eur guele da gousket enhan, aliesoc’h e couske dindan bolz an Env. Tom e voue dezhan, riou en devoue ive ; red e voue dezhan iun aliesoc’h eget na voa gourc’hemennet dre he urs.

Hogen breur Ian ne voa ket eat da vanac’h evit clask he blijadur ; hag evel ma voa he goustians e peoc’h, ma en doa diou c’har vad, ma c’helle pidi kement ha ma care hed an deiz, en em gave euruz, ha n’en divije ket troclet he gabuchon oc’h tok ruz eur C’hardinal.

Pa voa digouezet var douar an Allmagn, ar beacher a velas ne voa nemet re vir ar pez a lavaret euz a grisderi hag a fallagriez an impalaer. Ne gave mui eur gouent da rei lojeis dezhan, mui a ilizou eleac’h ma Veljet tud o pidi hag o cana meuleudiou an Aotrou Doue, mui a geriadennou hag a diez coant var bord an hentchou. Ne velet e pep leac’h nemet douarou difrost, tiez o coeza en ho foull, gouelec’hiou, bandennou claskerien bara ha bandennou laeron.

— Hum, eme ar breur Ian, on Tad santel en deus lavaret din e c’heljen en em zervichout a armou, mar bije izom ; ama, var a velan, eur benvek bennak d’em em zifen ne ve ket a re. Hag hen o troc’ha eur picol penn baz dero, hag en em harpe var ar vaz-ze o c’hortos ma raje guelloc’h ganthi.

Etre daou setu eur ster o tigouezout var he hent, hag o viret outhan da vont larcoc’h, Evel ne vele na pont na bag, e voa nec’het. Caout a ra eur c’houeriad o tioual eun dousen denved treud, hag e za da c’houlen outhan ha ne voa moien ebet da dreuzi ar ster.

— Bez’ ez euz, eme ar mesaer, eur pont mean, unan a zoare ; pemzek leo avad ema ac’han. Evit bak ne dal ket ar boan deoc’h clask, rak n’eus ket.

Al laeron o deus great kement a voal droiou d’ar vageerien, o deuz ho bazatet ken alies, ma zeo eat ar re-ma lod anezho ive da laeron, ha lod all a zo tec’het kuit.

— Ha n’eus ket, eme ar manac’h, eul leac’h bennag hag e c’helfet enhan treuzi ar ster ep bak ?

— Eo, eul leo ac’hann ez euz eul leac’h hag eno eo ledan ar ster, ha ne deo don nemet er c’hreiz ; ar re avad ne ouzont ket neun mad a zo danjerus dezho treuzi ar ster eno zoken, rag an dour zo tis varnezhan.

— Hag e peleac’h, ha penauz e cavin-me an treiz-ze ?

— N’oc’h eus nemet heuilla ar ster ken na velot diou vezen vraz a onn a zo tostik d’an dour, ha n’eus ket ouspen dek troatad etrezho ho diou.

Dirag an diou vezen-ze eo deoc’h treuzi.

Ho trugarecat, va den mad. Ha breur Ian adarre en hent. Pa en doa baleet var dro eun heur, e velaz an diou vezen onn a ioa lavaret dezhan.

Hogen e kichen ar guez e velaz eun dra ha ne blije nemeur dezhan. Eur picol den a ioa eno, harpet he gein ganthan oc’h tronjen unan euz an diou vezen.

Edo eno o sellet oc’h an dour, hag o spura canol eur fuzil. Eun den treud ha seac’h oa, he zillad a billennou en dro dezhan, eur pennad bleo henvel oc’h eur voden vrug, hag eur varo henvel oc’h baro eur bouc’h. Ne c’helle beza nemet eur forban, ha breur Ian en divije caret pellaat diouthan eleac’h tostaat. Hogen re zivezad edo. Ar forban en doa clevet trouz he voutou, pe he dreid, rak n’oa gant ar manac’h nemet soliou. Sevel a reaz evel eun tenn en he za, dont a reaz da gaout breur Ian, hag e crogaz en he gollierou en eur lavaret :

— A beleac’h e teuez-te, manac’hik ?

— Eus va c’houent a zo eur pennad ac’hann.

— Ha da beleac’h e zez ?

— D’ar gouent tosta eus va urz a zo aze en tu all.

— En em gavet mad out, brema e raimp hent hon daou evel daou vignon, ha neuze ne greden ket mont en tu all, ha te am zicouro.

— Ho sicour ? pebez sicour a oufen-me da renta deoc’h ?

— Me a zavo oc’h da chouk, en em lacai a c’haoillad var da ziscoaz, ha te am dougo en tu all.

— Petra, ne blich ket an dour deoc’h ?

— Nan, pa c’hellan mont er zeac’h ne dan morse en dour.

— C’hui zo pounnerik, ne c’hellin ket marteze ho tougen.

— Alo, manac’hik penn tous, lezomp an digareziou, ha sonj mad me ne vadinan morse.

Ar forban, ouspen he fuzil, a ioa ganthan eur pez contellasen. Epad ma comze, en doa he zennet hag he laket a dreuz en he c’hinou, hag hen da gripat oc’h choug ar manac’h. Hema a vele ervad e vije ber gant he benn baz d’en em zifen oc’h eun den armet evelse. Gouscoude e lavaras d’ar c’hanfard :

— Breur, me ne anavezan ket ar ster-ma, ha mar d’eo doun e c’helfemp beza beuzet hon daou.

— Manac’hik, n’em eus-me ket lavaret dit lezel da zigareziou ? Bale, ep chom da riotal, pe ar gontellasen-ma a ia da velet ha calet eo da benn.

Cannad ar Pap a velaz eta n’oa ket da c’hina, hag e voa ar mare da lavaret ar pez a glever aliez, e voa red neun pe veuzi. Pidi a ra Doue ha lacat he ene etre he zaouarn, hag e za en dour gant ar forban var he ziscoaz. Hema a zalc’he he fuzil gant he zorn cleiz, he gontellasen gant he zent, ha gant he zorn deou oa crog e penn ar manac’h.

Ar manac’h a deu eur zonch dezhan ; ma c’helfen he lacat da ziscregi eus va fenn ! Evit kementse setu hen o comz oc’h he zam :

— Breur, ne gretac’h ket pegement a vad a rit din aze var va chouk !

— Ia, ha ne ket-ta ?

— Ia sur, rag an dour ama zo doun, hag en divije va zavet panefe ma zeus pouez var va discoas.

— Guelet a rez, manac’hig, ha c’hoaz e poa c’hoant gina oc’h va c’hemeret var da chouk.

Ar forban, evel ma voa dies dezhan coms gant he gontellasen en he c’hinou, a grog enhi hag a ziscrog evelse euz a benn ar manac’h. Hema ne c’hortoze nemet an dra-ze.

— N’eus ket a arc’hant ganeoc’h, emezhan ?

— N’eus ket da viana kement hag am bije c’hoant ; n’emaoun ket gouscoude ep eur guennek bennak.

— Mad, breur, ni en urs Sant Fransez a zo difennet ouzomp dougen arc’hant, ha rak-se… Hag en eur lavaret ar ger rak-se e ra eun houpat, ha gant eun taol scoaz e stlap he zam en dour eleac’h m’oa dounna ar ster. Neuze en em daol da neun, hag eur momet goude edo var ar zeac’h en tu all.

P’en doa treuzet ar ster, e tistroas da velet peleac’h edo he gamarad. Ar forban a ioa o tispac’hat e creiz ar ster ; he fuzil, he goutellasen hag he dog houarn a vire outhan d’en em denna ac’hano. Ar manac’h n’en divije ket caret beza kiriek da varo eun den e giz ebet, hag a griaz outhan : Taolit ho sabren hag ho tog houarn, ha neuit a zoare.

Ar forban en doa c’hoant touet, mes n’en doa ket amzer da ober ; re en doa da ober oc’h en em zelc’her var c’horre an dour. Teleur a reaz he armou ha neuze en em lakeas da neun. Neuze ar manac’h a lavaras : « Kenavezo, breur, n’em eus ket a amzer da chom d’ho cortoz », hag hen ac’hano mar gouie araok m’oa deut ar forban beteg an douar.

III

Ar manac’h a vouie, pa en doa treuzet ar ster-ze, en em gave var douarou ha n’oa ket brao tremen dreizho da eun den hag a gase liziri aberz ar Pap d’an impalaer. An douarou-ze a ioa da eun Escop laket eno gant an impalaer he unan ep otre ar Pap. Bez’ ez oa neuze en Allmagn eun escop bennag evelse, euz an noblans vrasa, da bere an impalaer a roe escoptiou euz he benn he unan ep ma vijent zoken lod anezho dindan an urziou. An hini ma tremene breur Ian dre he zouarou a reat an Aotrou Otto anezhan. Evit treuzi an douarou-ze buana ma c’helje, ar manac’h a valee en dra c’helle, hag evit miret na vije guelet gant cals tud, e valee en noz, hag en em denne e creiz an deiz en eur c’hoad bennak da gousket ha da ziskuiza. Caer en devoue gouscoude ne c’hellas ket miret da goeza etre daouarn an Aotrou Otto. Evel n’en doa evit boutou nemet eur soliou epken staget oc’h he dreid var bouez lerennou, he dreid a ioa deut da gignat, ha ker skuiz oa eat, ne c’helle mui bale. A hent all oa dare gant an naoun ha gant ar zec’het, rak ne gave nemeur a dra da zibri na da efa dre ma zea. Eun dervez-ta ma voa tom an heol da zevi, ha ma voa eat diners bras gant an domder, ar skuisder hag an dienez, e sonjaz e voa red dezhan mont da c’houlen repu en eun ti bennag, evit caout eno eun tam bouet aozet, hag ober eun ean a zoare en eur guele, da viana ma cave tud vad da rei digemer dezhan. Anez e vele ervad ne daje biken bete penn he veach.

Setu hen o velet eur maner a dost d’he hent, hag o vont da skei var dor ar maner-ze da c’houlen beza repuet. Hogen ar maner-ze dres a ioa d’an Aotrou Otto. An escob a ioa er maner, eur vanden aotronez euz he vignoned hag euz he gendere en dro dezhan. Ar manac’h kez, o clask tec’het araog ar bleiz, a iea d’en em deleur anezhan he unan etre he skilfou.

Breur Ian a zigouezas eta, ep he c’houzout, e maner an Escop Otto. Pa voue guelet ar manac’h o tostaat, an otronez a ioa en dro da Otto evel eun toullad kelien en dro da eur frouezen meür, a zavaz, hag unan euz ar ganfarded, eur baron iaouang, a lavaraz :

— Sell, sell ! eur manac’h kesteur ! Claoustre, otrou escob, eo ho keginer hag ho tiscarger guin eo a glask !

— Oh, baron, eme Otto, list-hen da zont, labour en devezo mar fell dezhan rinsa va c’hegin ha dizec’ha va c’hao !

— Ia, ia, aotrou escop, mes ar guin guen euz ar Rhin oc’h euz aze a zo re c’hoeg evit eur c’houzouk boaz da gana Matinezou ; eur banne dour scler a iafe guelloc’h ganthan ; list ac’hanon, ha me ia da denna eun taoliat d’ar goas-ze.

— Guelomp pebez taoliat a dennot dezhan ; me garfe ervad caout eun tamig ebat.

Ar baron a gemeraz eur voutail c’houllou, he c’hargaz a zour, hag he stancaz evel pa vije guin cos.

Hogen breur Ian a dostee, hag o clevet ar jolori a ioa gantan aotronez, a c’houie ervad o doa sonch da c’hoari eur goal dro bennag dezhan. Tostaat a ra, he vonet ganthan en he zorn, hag e zea da stouet dirag an escop ; mes ar baron en doa re a brez, hag a lavar dezhan :

— Vabreur, gortozit ; dioc’h ho kuelet eo anat avoalc’h oc’h skuiz ha dare gant ar zec’het. Setu ama guin euz ar Rhin, guin euz ar guella ; efit eur banne euz ar guin-ma, goude-ze e leverot deomp ho kevridiou da c’hortoz ho lein.

Ar baron a grog er voutail, a glask eur veren kement hag eur scudel, hag a ziscarg ar voutaillad abez enhi.

Hogen breur Ian, pa edo er bed, en doa efet guin ar Rhin meur a vech, hag a vouie ervad ar pez a ginniget dezhan n’en doa na liou na c’hoez ar guin-ze. Kemeret a reas gouscoude ar veren, hag e zeas da gaout an escob en eur lavaret :

— Aotrou Escop, bennigit, mar plich, an efach-ma evit ma rai muioc’h a vad d’ho servicher.

Otto n’en doa ket a c’hoant da vennigen ar verennad efach-ze ; ar manac’h avad a lavaraz en he urs ne zebrent ha ne efent netra ken na vije bet benniget, ha setu an Escop oc’h ober sin ar groaz a zioc’h ar veren.

Neuze breur Ian a dro oc’h unan euz ar floc’het a ioa a dre he vestr, hag a lavar dezhan :

— Casit, me ho ped, an dra-ze d’ar pinsin er chapel ; ar vreudeur a urs sant Fransez a zo difennet outho efa dour benniget.

— Eun den out ! eun den out ! eme an escop, o stracal he zaouarn. Ahanta, baron, cavet ec’h eus da zen ! hag an oll ganfardet da ober eun tam jolori en henor d’ar manac’h.

Guelomp, a lavaras neuze Otto, ha ne vezo ket cavet en ti guin hag en defe creoc’h liou, hag eun tam bennag evit terri naoun an den-ma, hag e reas servicha eul lein vad da gannad ar Pap.

Epad ma tebre he bred, an Escop hag he dostennerien a reas meur a c’houlen outhan. Hogen breur Ian n’en doa nemeur a choant da rei da anaout piou oa, ha ne responte nemet nebeuta ma c’helle.

A hent all diskuez a rea beza ker scuis, ma coeze he benn diganthan divar greis dibri eur c’hinaouat bennag. E guirionez great en doa an derc’hent daouzek leo couls lavaret diarc’hen, rag he zoliou a ioa uzet. Ne livirin ket, evel ma lavare lod, e voa uzet he dreid bete pennou he zaoulin, kignet oant avad ha tanet oll.

O velet-ze an aotronez a lakeas cas ar manac’h da gousket da eun toul cambr a scoe var ar porz, hag e lavarent etrezho :

— Varc’hoaz or bezo eun tam ebat gant ar penn touz-ze hag e clevimp ganthan evit petra ema o veachi evelen.

Breur Ian a reaz eur c’housk mad, hag a zihunaz e creiz an noz ; hag e lavare outhan he unan : penauz en em dennin-me a dre daouarn ar re-ma ? Ama ne c’hellin ket en em denna o lavaret, evel am eus great d’am forban duze, e teuan eus va c’houent, hag e zan d’ar gouent tosta eus va urs. Ma zafen kuit ep lavaret kenavezo da zen ?

Var gementse cannad ar Pab a zao ; hogen tenval oa, hag hen ne vouie doare ebet. En em lacat a ra da grabanata da glask eun digor bennag. Caout a ra ar prenest ha ne voue ket pell evit he zigeri ha disken er pors. Mes mont euz ar pors-ze oa ar c’hoari, rag eur voger huel a ioa en dro dezhan. Sonjal mont dre an doriou a ioa coll he amzer. Pa edo o clask cripat oc’h ar voger, setu eur picol ki o tont en eur harzal.

— Setu me discuillet, eme ar manac’h, ma na c’hellan ket ober d’al loen-ma tevel ; hogen ar Pab en deus lavaret din en em zervichout a armou, mar bije izom ; me laca ema ar mare d’hen ober.

Gortoz a ra ar c’hi da dostaat, ha pa voa deut var hed taol baz, e tistag eur geuneudennad ganthan var he scouarn, hag hen asten eno he bevar ivin en ear. Neuze en devoue amzer ar pez a gare da zevel dreist ar voger, hag abenn eur pennadik goude edo var ar frank, hag en em lakea da lavaret he beden dioc’h ar mintin.

Bale a reas neuze epad eun eis dervez bennag ep ma tigouezas darvout ebet ganthan, da viana a gement a dalfe ar boan comz anezho ; he zivesker avad a ioa eat ker skuis, ma na c’helle mui teleur an eil troad araog egile.

Setu ama eun abaden avad, eme ar manac’h en eur gregi en he zivesker an eil goude eben gant he zaou zorn evit ho lacat da vont var araog. En doare-ma ne zigouezin biken, ha gouscoude emaoun tost brema.

N’edo ket neuze ouspen tregont leo dioc’h Vien.

Red e voue dezhan clask adarre eun ti bennag eleac’h ma cafje bouet d’en em great ha ma c’helje en em ziskuiza eun dervez pe zaou. Guelet a ra a dost d’an hent eun tiik guen ha coant, eun tamik liorz en dro dezhan.

— Aze, eme ar manac’h, e tle beza tud en ho eaz o chom, dioc’h guelet pe ger brao eo an ti ; hogen re vihan eo evit ma ve maner eun aotrou bras.

En em drompla a rea breur Ian en dro-ma ; an ti, evit guir n’oa ket eur maner braz, da eun Aotrou braz e voa avad, eun tamik prins euz an Allmagn en doa savet an ti-ze eno e creis douarou gouez evit gallout kemeret he ebat eno, pa deue di da chaseal gant he gamaraded. Ne voa o chom en ti coant-ze nemet eur gardian, eun den coz hag he c’hreg, carget gant an Aotrou da zioual an ti ha d’he zelc’her e ratre evit ma c’helje ar perc’hen dont di pa garje.

Ar gardian a reas digemer mad d’ar manac’h, hag a reas dezhan guella ma c’helle. He loja a reaz en eur sanail azioc’h ar marchosi, hag e roe dezhan peadra da zibri ha da efa Breur Ian a dremenaz eno tri dervez, o tiskuiza, o louzaoui he dreid, hag o kemeret nerz evit mont adarre en hent. Bemdez gouscoude e rea eur gamed bennak da velet hag hen a c’helje bale. Siouas poan en devoa, hag e lavare outhan he unan :

— Ma’m bije bet ama an azen griz a zo duhont em c’houent, ne vijen ket bet ken nec’het-ma ! Doue a zigasas dezhan guelloc’h ; da c’hortoz avad en devoue eun tam poan benn.

An trede dervez abaoue ma edo cannad ar Pab eno, setu an Aotrou o tigouezout hag eur vanden chaseourien oc’h he heul.

En ti-ze, ker sioul en derveziou diaraog, e savas neuze freuz ha tousmac’h. Chas o chilpat hag o iudal, kezeg o c’hourichal, doriou o stracal, o serra hag o tigeri, mevellou o crial, o redeg du-ma du-hont ep gouzout pe du trei, ar chaseourien lod o sutal, lod o voudal gant ho c’herniel da c’hortos ma vije aozet eun tam bennak dezho ; asa eur safar da lacat da dregarni ar c’harter eul leo tro var dro.

Ar manac’h a jome sioul en he zanail, cuzet etouez ar foen. Gouzout avoalc’h a rea en doa afer eno oc’h laboused treud, potred daou bennog ha ne voant nemeur e chal na gant relijion na gant menec’h, ha ne vancjent ket da gemeret eun tam ebat bennak divar he goust pa voueschent edo eno.

Ha gouscoude, emezhan, ar gardian a vezo red mad dezhan lavaret d’he vestr en deus va lojet ama. Asa, perak n’oun-me ket eat ac’hann kentoc’h, daoust d’an oll boan am oa ! Hogen brema emaoun re zivezad. Ma carfent da viana va lezel e peoc’h ken n’ho devezo debret hag efet ho goalc’h, marteze goude pa vezo deut an noz e c’hellin en eur c’his bennag en em zacha. Alo, pedomp, pa na c’hellomp ober ken. Hag ar manac’h oc’h en em lakat da bidi calonek.

III

Breur Ian a ioa nec’het avoalc’h er sanail e touez ar foen. Pa en devoa gouscoude pedet eur pennad, e vianeaz he nec’hamant. Ar gardian, pa gavaz he dro, a deuas d’he gaout dre guz, hag a lavaras dezhan :

« Va breur, ar bed a ia bemdez var he gement all. N’eus mui a zoujans Doue, ha pa na respeter ket Doue, ne respeter ket ken nebeut he zervicherien. Ama ez eus sonch da ober eur goal dro deoc’h. Deac’h pa o doa gouezet e voac’h ama, o deus comzet cals divar ho penn. Lod anezho a gemer ac’hanoc’h evit eur spier euz an Itali ; ha setu ama petra o deus sonch da ober : Varc’hoaz ez aint d’ar chase, hag e leveront ho cas gantho. Neuze ho lakaint da zevel var eur goal varc’h a zo aze en deus torret ho fenn da dri pe bevar den a zo bet diot avoalc’h evit sevel var he gein. Guelit petra oc’h eus da ober ; rak mar savit var ar marc’h-ze e collot sur ho puez.»

— Petra, eun diaoul eo ar marc’h-ze ?

— Evel a livirit, hag an hano zoken a zo roet dezhan.

— Mad, bennos Doue deoc’h evit hoc’h ali ; eun den aliet mad a dal daou. Me a velo peuaus da ober evit en em denna.

Antronoz e guirionez, setu an aotronez var dro ar breur Ian.

— He ! manac’h, sao buan, ha deuz alesse ganeomp da redeg ar c’haro hag ar moc’h gouez ?

— Aotronez, va list ama, me ho ped, evit hirio, rak skuis maro oun c’hoas.

— Bah ! an ear vad as tiskuizo ; ha neuze eur marc’h mad a vezo roet dit.

— Pa lavaran deoc’h, aotronez, n’emaoun ket e tro da vont d’hoc’h heul.

— Avoalc’h a zigareziou, manac’h ; ema ama ar marc’h oc’h da c’hedal, ha ni a rafe vad deomp caout eul lean en hor banden.

Red e voa-ta d’ar breur Ian senti ; digaset e voue ar goal varc’h ; hogen reiz avoalc’h e chome, hag ar manac’h a lavare outhan he unan : me laca oun bet var gein ker goaz hag hema. Hogen al loen-ze a ioa ar c’his ganthan chom reis ken na vije savet he zen var an dibr ; neuze avad en em lakea da c’hoari. Kerkent ha ma santaz ar manac’h var he gein, en em lakeas da lamet, da fringal, da glask gourvez, da zevel var he zaou droad adren, da rual, da zevel he benn adren en ear evel p’en divije c’hoant da vale var ar penn all. Mes breur Ian a ioa marc’heg avoalc’h, ha var he evez edo. Caer en devoa an diaoul ober orbidou ne c’helle ket he deleur d’an douar. O velet-se ar marc’h a ieaz a benn-herr da steki oc’h eur vezen, ha gant kement a gas ma voue tost dezhan en em flastra he unan. Breur Ian a zalc’he mad, hag a lakea he gentrou da c’hoari. Ar chaseourien a ioue, hag a ziskueze pegement a ebat o devoa o velet ar stourmad-ze etre ar manac’h hag he varc’h. Breur Ian, pa gave dezhan en doa troet ha distroet avoalc’h gant he varc’h, pa vouie ervad e voa trec’h dezhan, a ieaz ac’hano d’an daou lam ruz en eur grial oc’h ar chaseourien :

— Kenavezo, aotronez, mont a ran gantan diaoul ! Den ne deas var he lerc’h, rak gouzout a reant ne voa marc’h all ebet goest da heuilla an diaoul.

Breur Ian a reas pemzek leo dioc’htu ep divrida, ha goude beza lezet he varc’h eun heur pe ziou da ziskuiza ha da zibri eun tam bouet, e reas pemzek leo all hag e tigouezaz e Vien en dervez-ze.

Ama eo en em gavas nec’heta ar manac’h. C’hoant en doa da rei lizer ar Pap d’an impalaer en he zorn ; oc’h he rei da eur servicher pe da eun den a lez bennak, n’oa ket sur e vije great he gevridi. Hogen sur e felle dezhan beza e voa bet lennet al lizer gant ar prins he unan.

Setu eta breur Ian o vont da glasc lojeiz en eun ti paour bennag, evel ma zoa eur manac’h paour he unan. Caout a reas christenien vad da rei repu dezhan. Eno e clevaz e tlie an impalaer mont antronos d’an oferen d’an ilis catedral. Ar manac’h a zavas mintin mad, a ieas d’ar gatedral, hag o veza gallet mont beteg an tron preparet evit ar prins, e lakeaz al lizer varnezhan en hevelep doare ma vije ar c’henta tra a velje an impalaer pa zaje da zaoulina. Neuze en em dennaz e touez an dud, el leac’h ma c’helje guelet an impalaer pa deuje d’he dron.

Breur Ian pa en doa guelet al lizer etre daouarn ar prins, pa en doa guelet pe ger strafuillet e voa ha pebez liou a deue var he zrem o lenn ar geriou kenta, ne chomas ket da c’hedal hirroc’h. Dont a reas sioul euz an iliz hag en em lakeaz adarre en hent da vont varzu Rom. Digouezout a reas torret gant ar skuisder, mes iac’h ha gren. Discleria a reas d’ar Pap penauz en doa great he gannad, ha goude beza resevet he vennoz digant an Tad Santel ez eaz adarre d’he gouent a Berouz da voalc’hi ar scudellou ha da gempen legumach. Beva a reas coz braz hag e varvaz evel eur zant.

Evit doare lizer ar Pap a lakeaz an impalaer da zonjal a zevri ha da zont eun nebeut enhan he unan. Aoun en devoue rag an anaouen, ha ma na zistroas ket tre oc’h Doue, mar greas c’hoaz eun drouk bennak, da viana ne goezas ket e ker bras torfejou ; respeti a reas muioc’h an iliz hag ar relijion, ha ne voue mui ker criz oc’h he sujidi.

————


Rieu ha Redon.
————

Brema ez eus pell, pell amzer, eur vanden verc’hed euz a ger Rieu a ioa o voalc’hi dillad er ster. Ar ster a ioa scornet ; an dour a ioa ien da droc’ha ; an avel a ioa put da zevi. En eur zouba ho dillad en dour, ar merc’hed, evitho da gaout riou, a drabelle ; aoun o doa marteze na scornje ive ho zeod mar hen lesjent da eana. Comz a reant a bep tra, ha caout a reant eur ger da lavaret divar benn pep hini.

Hag an droug prezeg a iea en dro ; hag an teodou a gave peg en hema, en hounnont ; eun difram bennag a gavet da ober e sae pep unan. An drabel a bade abaoue eur pennad mad, hag a iea ato var gresc. Hogen divar greis ma zea drussoc’h drussa an teodadou, setu eur manac’h o tremen, hag hen en em lacat da gelen ar merc’hed :

— Perag, va c’hoarezed, emezhan, kement a zroug prezegerez divar benn tud ha n’o deus great droug ebet deoc’h ? Perag ne gomzit-hu ket euz a vertuziou ar re all eleac’h comz euz ho fec’hejou pe euz ho faziou ? Ho labour ne ve ket tennoc’h, ho coustians a jomfe digataroc’h.

— Petra glasc ar manac’h-ze ? Eme unan euz ar c’houezierezet en eur deleur varnezhan eur sell treuz. It gant oc’h hent, manac’h brao, ha list ama didrous da labourat ar re ne leveront ger deoc’h.

Ar manac’h a ieaz ebiou ; he gomzou avad a jomas beget var galon ar merc’hed. Eat eun tamig droug enho, an drabel a ieas goaz oc’h goas. Bete neuze n’o doa great nemet droug prezeg ; n’o doa lavaret nemet ar pez a vouient. Hogen brema en em lekejont da zorna goassa ma ellent traou n’oa ket eur ger guir anezho.

Epad ma chilpent evelse paravia an eil d’eben, setu eun doare cos tam paner o vont gant ar ster. Ar mor a voa o tont, hag a boulze ar baner oc’h creac’h. Unan euz ar merc’hed a redas da droc’ha eur scour keuneut, hag a reas gantha eur c’hrog evit sacha ar baner d’ar riz. Ama ec’h eanas trabel ar merc’hed. Er baner ez oa eur bugel bihan cousket. Calonou goet gant an droug prezeg ne oufent nemeur beza truezus na carantezus. Eleac’h tenna ar bugel keaz euz ar baner, e poulsjont ar baner adarre da greiz ar ster.

— Ni on eus poan avoalc’h o c’hounit bara deomp hon unan, emezho ; neket red deomp mont d’en em garga euz a vugale estren. Kement-ma zoken a roas tro dezho d’en-em lacaat adarre dioc’h-tu da zroug prezeg.

Gouscoude ar bugel a ioa bet dihunet gantho. Gouela a rea, ar bugel kez. Gouela a rea ha scrijal gant an naoun ha gant ar riou. Ar mor a deue ato, hag her poulze, hag her poulze bepret, hag her poulzas bete Redon. Eno ez oa ive merc’hed paour o voalc’hi var riz ar ster.

Ar re ma a voa merc’hed mad ha devot. En eur labourat e lavarent pedennou pe e canent canaouennou santel. Ho labour a gavent scanvoc’h evelse, hag ar riou a groge nebeutoc’h enho.

— Guerc’hez Vari, eme unan anezho, o velet o tigouezout an tamig paner cavel-ze, hag oc’h her sacha ganthi, setu ama eur bugelic paour hag a ia, ep mar, da vervel gant ar riou ! Piou en defe ar galon da jom ep he denna ac’halesse ?

— Ia da, eme eun all, varc’hoaz ema Nedelec, hag ober a rafemp poan d’ar Mabic Jesus ma lessemp eur bugel eveldan er stad truezus-ze. Red e ve beza criz, ha n’or befe ket a jans goudeze.

— Guir a livirit, eme c’hoaz eun all ; mes oll omp paour ; oll on eus beac’h o caout bara. Ar binvidica ac’hanomp n’e deus ket a beadra avoalc’h da zevel ar bugel-ze. En em glevomp entrez’homp. Unan her c’hasso ganthi, hag ar re all a roio pephini anezho eun dra bennag bep miz, eun diner mar kirit, evit sicour maga ar c’hrouadur. Evelse or bezo oll perz en ober-mad, ha n’on devezo ket izom da labourat cals muioc’h evit sevel eun diner bep miz.

En em glevet a rejont eta, hag oll e rojont ho ger da rei eun diner er miz. Hogen neuze pebez souez evitho ! Ar bugel a zavaz he unan euz he gavel, hag a lavaras :

— Merc’hed Rieu n’o deus ket roet a zigemer din ; c’hui oc’h eus va digemeret mad ; ragse iviziken kær Rieu a ielo disteroc’h distera bemdez, ha kær Redon a ielo var vella.

Pa en doa lavaret ar c’homzou-ze, ar merc’hed n’her gueljont mui, hag ec’h anavesjont ervad oa ar Mabig Jesus he unan eo en doa prijet dont d’ho guelet.

Abaoue an dervez-ze beteg hirio, ar bromessa-ze so eat da vir. Redon a ia ato var gresc, ha Rieu a ia da netra.

————


Eul Lean coz oc’h ober tro’r bed.
————
I

Eul lean en doa tremenet antercant vloaz er goueleac’h oc’h ober pinijen. Eno he vuez a voa bet henvel oc’h hini an Ælez ; pidi Doue, gouzaon poan evit Doue, plijout da Zoue, n’oa bet ken en he zonch. Gouscoude pe ger santel bennag ma voa, ez oa eun dra hag a rea diaez dezhan ; ne gave netra dioc’h he veno, dioc’h he zoare ; eur fazi bennag a gave e pep tra. Lavaret a rea evel al labourer ma comz ar fablenner anezhan : « E petra eta e sonje an Aotrou Doue, lacat ar citrouillez oc’h treid ken dister hag ar mez oc’h guez braz evel ma zeo an dero ? »

Er zonch-ze, setu-hen eun dervez hag oc’h en em lacat en hent evit mont da velet hag hen a gafje er bed eun dra bennag great gant muioc’h a furnez evit ar pez en doa guelet bete neuze. Ne voa ket eat a bell n’en em gavas nec’het ; ne vouie ket pe hent da gemeret. Hogen o tremen ebiou da eur roc’hel vras, e cavaz eun den iaouanc gourvezet eno. Goulen a reaz digantha he hent, en eur lavaret en doa c’hoant da velet ar bed.

— Sell, eme an den iaouanc en eur zevel en he za, c’hui ra ive-ta eveldonme ? Me ia ive da velet ar bed. Mad, deomp eta hon daou kevret. Eun diot coz hag eun diot iaouanc, ne oufet ket caout guelloc’h da vont da ober tro’r bed.

Al lean coz a grizas he fri o clevet an den iaouanc o lavaret oant daou zen diot, gouscoude ne lavaras netra. Mes pa voant eat en hent e cave abeg e kement a vele ; ne blije tam muioc’h an traou dezhan evit ar pez a vele en dro dezhan en he goat. An den iaouanc hen leze da c’hrosmolat. Goulen a reaz outhan gouscoude pe hano en doa :

— Me so antercant vloas so er c’hoat du-hont, hag a rer tad Couer ac’hanon.

— Ha me so va hano breur Providans, ha n’oun bet o chom e nep leac’h.

Hano ar breur ne blijas ket ken nebeut d’al lean coz ; hen he unan epken a gave hanvet mad.

Dont a reaz an noz hag al lean coz a voa skuiz bras. En em harpa a rea var breac’h an den iaouanc hag e couske en eur vont. Breur Providans hen dougas eun nebeut, ha pa zihunas, edont ehars dor ti eul lean eveldhan.

— Han ! eme tad Couer, ne ket bale mad a ran-me c’hoaz evit eur potr coz ?

Setu penaus e voue trugareket breur Providans evit he vadelez.

Al lean a jome el lochen-ze ho digemeraz hag a roas dezho da goania guella ma c’hellas. Al lean-ze a voa bet pinvidic araog en em denna eno da ober pinijen. Eus he oll zanvez n’en doa dalc’het nemet eun tas arc’hant da eva dour, hag eun tamig oa re stag he galon oc’h an tas-ze.

Antronoz, pa voant eat adarre en hent, breur Providans en em lakeas da c’hoarzin.

— Tad Couer, emezhan, ne ouzoc’h ket pe ger brao tro am eus-me great d’al lean mad hont ?

— Pe ger brao tro ?

— Ia, m’em eus laeret he das arc’hant. Sellit, setil-hen ama.

— Petra ! laerez eun den hag en deus hon digemeret ker mad ? ha tad Couer o sonjal tec’het kuit dioc’h he genbeacher. Mes hema a grogaz en he vreac’h hag hen dalc’has. Da velet ar bed, emezhan, omp deut. An dra-ze ne deo netra. Deomp ato ; c’hoaz a velimp.

An eil pardaezvez e tigouesjont e kichen eur gær. Glao braz a rea, ha gleb dour oant. Mont a rejont da skei var dor eun ti pinvidic. Perc’hen an ti a deuas da velet piou a voa, hag en em lakeas d’ho gourdrouz. Ne fellas ket dezhan ho lezel da vont en ti ; gouscoude dre druez outho e lavaras dezho tremen, mar carjent, an noz dindan an tamig toen pe disc’hlaven a voa a zioc’h an or, hag e roas dezho eun nebeut fa ne elle ket he vitizien ho dibri.

Dioc’h ar mintin, araog mont kuit, breur Providans a c’halvaz adarre mestr an ti, hen trugarekeaz hag a roas dezhan an tas arc’hant en doa kemeret divar goust al lean.

II

Pa voant eat ac’hano, tad Couer a lavaras d’egile :

— Pe seurt den oc’h-tu eta ? Petra, deac’h al lean a rea deomp guella ma c’helle, hag e laerac’h he das arc’hant ; henoz hema en deus great deomp evel a rer d’ar chas, hag e roit an tas dezhan !

— Deomp atao, eme vreur Providans ; c’hoaz a velimp.

An trede dervez e voent digemeret gant eun ozac’h coz pehini a ziskuezas dezho eul laouenidigez ar vrassa hag a roas dezho ar pep vella a gement a ioa en he di. D’ar roue n’en divije ket great guelloc’h digemer. An ozac’h-ze a voa intaon ; n’en doa nemet eur map, eur paotrig pevarzeg vloaz, coant, sentuz ha speredoc dreist.

Pa edont o vont kuit, breur Providans a lavaras d’an ozac’h coz ; list ho map coant da zont ganeomp eur pennadig, gant aoun na fazifemp var hon hent pa vezimp eat er meaz a gear. An tad a lezas he vap da vont da ziskuez an hent dezho. Da vont er meaz a gær ez eat dre eur pont striz ; rag eur ster zoun a rede eharz he mogeriou. Digouezet eno, tad Couer a iea araog, ar potrig goude, ha breur Providans varlerc’h. Pa voant e creiz ar pont, breur Providans a grapaz er paotr hag hen strincaz en eun taol er ster. Neuze e criaz oc’h tad Couer pehini n’en doa guelet netra :

— Tad Couer ! tad Couer ! sellit-ta, ne velit-hu ket ar potrig-hont o veuzi ? Ar potrig a voa deut ganeomp eo.

— O va Doue, eme tad Couer strafuillet oll ! penaus eo coezet aze !

— Me eo am eus he stlapet.

Tad Couer a voue ker saouzanet, hag en devoue kement a eus, ma crene he oll izili. Cridi a reas neuze mad oa breur Providans an droug-speret, hag e clascas tec’het kuit. Mes breur Providans a grogaz adarre en he vreac’h hag hen dalc’has.

— Clevit, tad Couer, emezhan, na dit ket d’en em drompla. Ne ket an diaoul eo ez oun, mes sel ar Brovidans. Petra ! anter-cant vloaz zo emaoc’h er goueleac’h o sonjal e Doue, ha n’oo’h eus ket gallet compren perag e ran evel am eus great ! Me ne ran nemet seveni urziou an Aotrou Doue, hag an urziou-ze so ato leun a furnez. Mes c’hui gant ho sperejou ber ho c’haf alies diskiant. Doue en deus va digasset evit diskuez deoc’h eo c’hui so carget a follentez.

Perag em eus lamet he das arc’hant digant al lean mad-hont ? abalamour ma carie re an tas-ze. Great en doa al le da veza oll da Zoue, hag e talc’he eur c’hornig eus he galon evit he das. Brema pa’z eo lamet digantha, ne zonjo nemet e Doue hag ema sur euz he zilvidigez.

Perag em eus roet an tas arc’hant da eun den hag en doa hon digemeret ker fall ? An den-ze so eun uzulier. Ne glasc nemet madou an douar. Hogen ober a ra gouscoude eur vad bennag avechou ; ha Doue ne les ket an distera ober mad ep he c’hopr. Deomp-ni en doa great eun tamig vad,ha setu perag en deus bet an tas arc’hant ; ha n’en deus netra da gaout er bed-all.

Perag em eus taolet ar paotrig mad-ze er ster ? Eanit da druezi dezhan. Evit he vrassa mad em eus he dennet eus ar bed-ma. Ma vije chomet e buez, ar bugel-ze a vije coezet eun deiz er brassa dizurziou, hag a vije en em gollet da viken. Sellit ! Neuze dre eur sclerijen abers Doue, an æl a ziskuezas d’al lean ar vuez dizuch en divije renet ar potr-ze ma vije chomet var an douar.

— Ahanta ! eme an Æl, avoalc’h oc’h eus-hu guelet ?

— Ia, euruz eo ar bugel-ze da vezo maro epad ma zeo he ene didach.

— Mad, it eta en dro d’ho coat. Adorit Doue, ha na glaskit ket gouzout perag e ra an dra ma ha perag ne ra ket an dra hont ; hogen dalc’hit sonch mad e ra ato pep tra evit ar guella.

————


SKIANT VAD
————

Er bloas 1814, an hini en deus scrivet an dra ma a voue casset gant he dud da Baris, ha lojet en eur grenn hostaliri en unan eus ar ruiou strissa eus ar gær vras-se. He hostiz a voa eur c’holonel coz bet o redet bro gant an Impalaer Napoleon kenta.

En davarn-se oa tud a bep oad hag a bep corn a Frans. Boaz oant d’en em zestum dioc’h an noz en eur zal-vraz, hag eno pephini a rea hag a gomze evel ma care. Lod skuiz gant ho dervez, a azeze e cadoriou da eana ; lod all a rea ho foursach abenn antro noz ; darn a gomze eus an traou caer o devoa guelet ; darn all eus ar c’heleier o devoa bet eus ar gær. En eur ger, pephini a rea he afer guella ma c’helle. — En eur c’horn eus ar zal oa tri den iaouanc nevez deut eus ho bro, hag a gomze eus an amzer da zont, eus ar pez o doa sonch da ober. Tri ganfart oant, iac’h ha cre, hag oa menec gantho da choas ho micher.

Evidon-me, a lavare unan anezo, eur potr drant eus a gostez ar c’hreis deiz, evidon-me so great va zonch. Napoleon so coezet, ha ne zervich mui clasc henor. Ma vije chomet an Impalaer, em bije clasket dont da veza eun den a vrezel, brema e fell din destum danvez, hag e rin ; rag an hini en deus c’hoant ha penn, a rai ato ar pez a garo. Me zalc’ho da labourat var an arc’hantiri ken na vouezin mad kement a reer e Paris var ar vicher-se. Neuze e verzin va zi hag an tamig douar o deus lezet va zud ganen, hag en em lakin da verza arc’hantiri. A stal a vo dister da genta ; mes bah ! eun den eveldon-me a gavo da choas etouez ar merc’hed pinvidic. Dimisi a rin, ha souden e vin pinvidic ha, claoustre, e renc an deputeet abars nebeut amzer.

— Ne vizi morse netra den iaouanc fougeer, eme eur vouez groz ha difreaz a deue eus eur c’horn eus ar zal.

Trei a rejomp hor penn, hag e veljomp eun den coz hir he varo, eur vantel vrun en dro dezan, hag he zaoulagad soublet etrezeg an aolet. An den-se a voa pell a voa en hostaliri, ha ne rea bemdez nemet mont ha dont hag evessat oc’h kement a dremene. Ato e teue da azeza er memes plas, ha ne lavaras germui.

— Petra livirit-hu ta, pot-coz, eme an den iaouanc ?

— Me lavar ne vezi netra, eme an den coz ; ha neuze e plegas he benn, ha ne lavaras ger mui.

Eun all eus an tri den iaouanc a gemeras neuze ar goms, hag a lavaras :

— Guir avoalc’h a lavar an hini coz, rag pa binvidica unan, eo red d’eun all paourât, abalamour ne ell ket an oll beza pinvidic. Evelse evidon-me ne dan ket da glasc danvez, mes ar blijadur. Plijadur so evit an oll ; ar blijadur a gresc dre an niver eus ar re her c’hlasc. — Me zo eus a gostez Tours. hag eno e caver plijadur e pep leac’h, e kær, var ar mæz ; o lenn, o cozeal ; en nosveziou, er bankejou, e peg giz. Va c’herent o deus va desket da veza kere, mes n’em eus afer ken eus ar vicher-se. Eur vicher vrao en deün, eleac’h ma renker beza daou bleget azalec pemp heur dioc’h ar mintin beteg unneg heur dioc’h an noz ! Peinta a ouzon, hag ez an da beinter. Mont a rin eus an eil kær d’eben hag eus an eil bourgaden d’eben evit peinta a bep seurt traou, hag e pep leac’h e vezin digemeret mad hag em bezo plijadur.

— Ia, pa labourer mad, eme an den coz gant he vouez c’hroz.

— Bah ! eme an den iaouanc, labourat a rer ato eun dra benag, ato e caver eun dra benag da beinta. Ne zemezin ket evit n’am bo na greg na bugale da vaga, hag e vevin iac’h evel eur pesc hag eürus evel eur roue.

Ieu evel eur c’hlasker e vezi, eme an hini coz, mes morse ne vezi na iac’h nag eürus.

An trede den iaouanc a voa eus a Vreiz. — Ha te, breizad, eme an hini coz o trei outhan, petra c’heus-te sonj da veza ?

— Me, emezan, zo carrer, hag oun deut ama evit deski beza calvez mad. Sonch am eus da vont goudeze d’am bro eleac’h m’am bezo sourci eus vac’herent en ho c’hozni. Mar demezan, e savin va bugale evel m’oun bet savet gant va zad ha va mam, da lavaret eo, evel guir gristenien, evel ma ra pep guir Vreton.

— Hag an danvez, ne zonjez ket enho, eme an den coz ?

— Va zad ha va mam so eürus avoalc’h, ha gouscoude n’o deus ket cals a zanvez.

— Hag ar plijadurezou ?

— Oh ! ne ket plijadur a vanc e Breiz. E compagnunez va zad ha va mam, va fried ha va bugale, m’am bez anezo, me a gavo plijadur avoalc’h.

— Mad, eme an hini coz, mad, va map, deus ama, ma pokin dit, deus ganen hag e zan d’as cas da di guella calvez so e kær. Eur mignon din eo, hag hen lakin d’as kemeret. — Hag ez eas er mæz gant ar breiziat ep sellet zoken oc’h an daou all.

Ar re-ma a lavare entrezo : bah ! eun diodig iaouanc hag eur ravoder coz. Hag e zejont o daou da gousket en eur c’hoarzin, hag epad an noz e vouent oc’h ureal, unan en danvez hag egile er blijadur.

An hini en deus scrivet an dra-ma a lavar e velas divezatoc’h an hini coz hag e c’houlennas diganta hag hen a vouie petra oa deut da veza an tri den iaouanc-se ?

— Ia, eme an hini coz, an hini a laboure var an arc’hantiri, o clasc dont pinvidic re vuan, en deus gret a vrema c’huec’h bankerout, hag a varvo, emichans, er galeou. Danvez he c’hreg en deus teuzet ; greg ha bugale a c’hlaouro gant an naoun, goude c’hoas coll ho enor. — Ar peinter so maro en eun hospital, goude beza distrujet he iec’het o clasc plijadurezou. — Ar breizad en deus great ar pez a c’houlenne, eat eo da gaout he dud, hag e vef en he blijadur en ho zouez.

An hini coz a iea kuit var gemense. Fallout a reas dinhe zerc’hel ha gouzout diouthan piou oa hag a beleac’h. — Petra ra ze deoc’h, emezan, me zo a bep leac’h hag a bep bro, ha va hano so ar skiant vad.

Ober mad er stad m’en em gaver, ep clasc sevel dreist he genseurt, eo ep mar ebet, ar guir hent da gemeret evit beza eurus.

————


Sant Fransez hag ar Bleiz a Eugubio.
————

Sant Fransez, an den-ze kel leun a garantez Doue hag a garantez an nessa, a entente, ervez an dud euz he amzer, iez al labouset hag al loenet all, hag a gomze ouz an oll grouadurien evel ma comz an dud etrezho. Epad ma edo o chom e kær Gubbio, e tigouezaz eur bleis da deleur ar spont hag ar strafuil dre ar vro. Ar bleis-ze a ioa eur pez loen, eul loen criz ha counnaret. Sailla a rea var ar chatal ha var an dud. Ar vugale ne gredent mui mont er meaz euz ho ziez da ober ho c’hoariou, nemet crog e vijent e dillad ho mam, hag ar vam ne voa nemeur dinec’hoc’h eget ar vugale. An dud vras zoken a grene pa veze red dezho mont pell dioc’h an ti.

Sant Fransez, o velet kementse, a falvezas dezhan tenna ar strafuil-ze divar dud ar c’harter. Mont a ra da glask ar bleis. D’he heul ez a eur vanden dud euz ar re grea ha disponta, ha gantho oll pep a venvek mad en ho dorn ; c’hoaz e choment pell var lerc’h ar zant hag e crenent. Ep dale e clever al loen gouez o loskel eur iudaden skiltruz, hag o tont a lamou etrezeg ar re a iea d’he glasc, digor he c’hinou gantha o tiskuez diou renkat skilfou hir ha lem, ha daoulagad ruz evel daou guef tan. Iudal a rea evel eul loen criz ha counnaret ma zoa. Kement a ioa eat da heul Sant Fransez a gemeraz oll an tec’h. An den Doue epken a ia etrezeg ar bleiz, en eur bidi, a zao he zorn hag a ra sin ar groas. O velet ar vreac’h-ze savet d’he vennigen, o clevet mouez ar zant, ar bleiz a zerr he c’hinou, hag a deu reiz, sioul ha sentus da c’hourvez ec’harz he dreit evel eur c’hi pe eun danvad.

Neuze ar zant a lavaras d’al loen fero : « Cleo, va breur bleis, gouzout a rez ec’h eus great torfejou ep niver. Loenet ep niver, crouadurien an aotrou Doue ac’h eus lazet, draillet, dispennet, tud zoken, hag hi great dioc’h imach da grouer, ac’h eus gouliet ha lonket. Ne dlefe beza nemet ar maro evidout. Mad ! me da bardon, hag a ia da lacat ar peoc’h etre an dud ac’hann ha te. Iviziken ne ri droug ebet dezho na d’ho loenet, hag an dud-ma hag ho chas ne redint mui var da lerc’h. Otreal a ri-te ober ar peoc’h evelse ? »

Ar bleiz a blegaz he benn evit diskuez ec’h asante.

— Mar grez ar pez a lavaran dit, e vezo roet da vouet dit bemdez.

Ar bleiz a bleg he benn eun eil guech.

— P’eo guir ec’h assantez senti, eme ar zant, me a c’hourc’hemen dit, en hano Jesus-Christ da vestr ha va hini, deus ganhen e kær. Hag ar bleis varlerc’h Sant Fransez evel eur c’hi carantezus. Ar c’helou-ze a ieas buan dre gær : Erru ar bleis gant Fransez ! erru ar bleis gant ar zant ! Al loen gouez deut da veza dôn ! An oll en em zestum evit guelet ar burzud. Beac’h o deuz o cridi d’ho daoulagad.

Neuze Sant Fransez a zao var eur mean, hag en eur ziskuez ar bleis gourvezet ehars he dreid, e lavar, en eur scuilla daelou : « Pec’herien, va bugale gez, mar en deuz al loen-ma great kement a aoun deoc’h, mar oc’h eus crenet kement o velet he c’hinou digor hag he skilfou, pebez aoun na dleit-hu ket da gaout rag an ifern, rag an droug-speret, al loen-ze mil guech feroc’h eget hema, a so ato digor he c’hinou evit lonca ar re a ra an droug ? Ah ! distroit oc’h Doue ha grit pinijen. Guelit ar bleis-ma : prometet en deus din ne dago mui nag ar chatal, nag an chas, nag an dud. C’hui ive, mar doc’h va mignonet, roit dezhan he vevans. Lavarit din, hag hen ober a reot-hu ?

An oll a lavar a eur vouez : ia, ia, ni her bevo !

Clevet a rez, eme ar zant d’ar bleiz, an dud-ma a asant ganez. Setu an accord great ; mes red eo eun herres bennag. Evit tonka, digas da bao em dorn !

Ar bleiz a zao dioc’h-tu, ha ker sentuz ha tra, a ia da lacat he bao e dorn an den Doue. An oll a vouele gant laouenedigez, hag ar bleis a vije lavaret a gemere perz e laouenedigez an dud.

Ar bleiz-ze a vevas daou vloaz er c’his-se, o vale dre gær, o vont euz an eil dor d’eben da glasc he dam. An oll bras ha bihan, a rea stad anezhan. Dor ebet ne voa serret outhan ; ar vugale a iea var he lerc’h da c’hoari ganthan. Canv a voue e kær Gubbio pa varvaz al loen-ze en devoa great kement a aoun dezho guechall. — Setu eno hag a ziskuez ar gallout en doa Sant Fransez dirag Doue, hag ar guel euz ar bleiz-ze deut da veza ken dizroug hag eun oan, a c’hounezas da Zoue calonou eun niver braz a bec’herien.

————


AR PREON GLAS.
————

Mari Argoat a voa chomet intanvez gant eur potric hanvet Per. He goas a voa eul labourer mad hag honest, hag en doa gounezet bara d’ar vam ha d’ar map divar bouez he zivrec’h. Deut oa zoken a benn da brena eun tiic hag eun tamik douar, hag e c’hespere beza eun deis en he æz. Evel n’en doa ket, cals a vanke, arc’hant avoalc’h da baea an ti hag an tam douar-ze, e voue red dezan presta. Eun tiec pinvidic hanvet Blez, a roas dezan pemp cant scoet evit paea ar perc’hen.

Al labourer a bae eul lodennik bep bloas eus ar pemp cant scoet, ha ne dlie mui nemet daou c’hant lur da Vlez pa deuas ar maro dezan. Dre ma pae eun dra bennag, Blez a verke ar pez en doa recevet var eur c’haier, hag ar c’haier-ze a jome etre daouarn al labourer pehini her c’huze ep ma vouie he c’hreg peleac’h. Gouzout a rea gouscoude ne voant mui dleour nemet a zaou c’hant lur.

Eun nebeudig goude m’e devoa Mari Argoat collet he fried, Blez, an hini en doa prestet arc’hant dezo, a varvaz ive. Eun niz dezan a heritas eus he zanvez. O veza cavet etouez paperiou he eontr eur paper a verke en doa prestet pemp cant scoet d’al labourer ma on eus comzet anezan, an intanvez a voue galvet da renta cont a gementse. Mari a zisclerias dirag heritour Blez ha dirag ar barner ne dlie nemet daou c’hant lur var ar pemp cant scoet-ze, hag e devoa eur c’haier da ziskuez eleac’h ma voa merket an dra-ze gant Blez he unan.

Mes pa zeas da glasc he c’haier, n’her c’havas ket. Caer e devoue furchal, chench penn evit penn da gement a voa en he zi, ne gave caier ebet. Roet oue dizi eun derveziou bennag evit clasc c’hoas pissoc’h, mes ne gavas netra. Heritour Blez hag ar barner o velet kementse, a gredas e devoa clasket ho zrompla. Kemeret a rejont caz outhi, hag e voue condaonet da velet guerza he zi hag he zamic douar evit paea he dle, ha goudeze da vont gant he map eleac’h ma carje, da lavaret eo, var an douar noaz.

Me ho lez da zonjal pebez anken ha pebez calonad evit an intanvez paour ! Evel ma zoa Mari Argoat hag he fried, pa edo beo, tud honest bras ha caret gant ho amezeien, meur a hini a lavare penaus e tlie beza guir ar pez a lavare an intanvez, ha penauz heritour Blez a voa criz ha disleal Ar brud-ze a ieas beteg hema. Cridi a reas oa hi a lakea ar brud-ze da redec, hag en em hastas c’hoas muioc’h da lacat guerz varnizi.

Derc’hent ar verzidigez, da noz, edo ar vam geaz hag he mab ho daou en ti. O sonjal e rancje antronoz mont er meaz eus an ti-ze ep gouzout peleac’h mont, o sonjal petra deuje da veza gant ar potric paour-ze n’en devoa c’hoas nemet pemp pe c’huec’h vloas, ne alle ket miret da vouela, hag ar bugel o velet daelou he vam, a vouele ive.

Gouscoude, goude beza debret eun tam bennag, ar potric, (rag ar vam ne alle dibri bruzunen) ar potrig a reaz evel a ra ar vugale euz he oad, a lezaz he zaelou evit mont da redeg ha da c’hoari.

Epad ma kemere ar bugel he ebat, he vam glac’haret a voa en em daolet d’an daoulin dirag eun imach d’ar Verc’hez a voa oc’h ar voger en eur c’horn euz an ti. Eno e rea ar beden galonec-ma :

« O Mam santel da Jesus ! o va fatronez ker ! pedit evidhon ho map benniget ! Gouzout a rit n’em eus ket meritet ar pez a rer din. Ho pet truez oc’h va bugel paour. Roit da anaout d’an oll oun divlam, evit na ranco ket va map kez mont er mæz a di he dad ep den da asten dorn dezan nemet he vam cuezet en dienez hag en dishenor. Pe mar deo red din eva ar c’halir c’huero-ze, roit d’am c’halon nerz avoalc’h evit he zouten.»

Goude ar beden-ze, Mari a jomaz eno saouzanet, beuzet en he daelou dirag imach ar Verc’hez. Eur griaden losket gant he map Perig a reas dizi sevel he fenn.

— Va mam ! Va mam ! Sellit-ta ! Sellit-ta ! Eur stereden cripet ama oc’h ar voger hag o tisken en ti ! Sellit anizi o tont ! Serrit ar prenest gant aoun na zafe er meaz ha na dafe adarre d’an Env !

An intanvez ne ellas ket miret da vusc’hoarzin o velet levenez he bugel.

— Perig, emezhi, enhez ne ket eur stereden eo, mes eul loanig hag a lugern eleac’h ma vez tenval.

— Eul loanig, va mam ! Pe seurt loanig eo ?

— Eur preon glaz a rer anezan.

— Oh ! Setu aze zo brao avad ! Ha pa vez deiz-ta va mam !

— O nan, va map ; pa vez deiz ne lugern ket, ha neuze ne ket braoc’h evit ar prenvet all. En denvalijen epken e lugern evel an tân.

— Evel tân ! Petra, ne ket tân eo ? Ma touchen outhan ne boazo ket ?

— Oh nan !

— Mad, guelomp ! Oh, ien eo. Setu aze eun dra avad, tân ha ne ket tân eo.

Ar potr a c’houlennas mil dra divar benn ar steredennig, hag ar vam a ancounac’hea eun nebeut he anken o velet plijadur he map. Hema o velet e timinue sclerijen he steredennic pa deue al loar da bara varnha, her c’hassas en eur c’horn tro e doug eun armel. Goudeze evit he lacat en eul leac’h c’hoas tenvaloc’h, e tigoras an armel goustadic, hag hen tolas enhi. Mes evel na lugerne nemeur he steredennig eno muioc’h evit araog, e scuizas o c’hoari ganthi evel ma scuiz ar vugale gant pep c’hoari, hag e teuas da c’houlen oc’h he vam he gas da gousket.

— Va map, red eo pidi Doue da genta, hag evit ma en devezo Doue truez ouzoc’h, red eo ive caout truez oc’h ar preon glaz-ze hag he lezel da vont kuit.

— Oh ! va mam, scuis oan gant ar preon glaz ; serret em eus varnezan evit he zerc’hel ac’hann da varc’hoas da noz. Great em eus dezan evel a rithu ive din-me pa em lakit e pinijen.

— Perik, pa vezit laket e pinijen, o pevez gret droug ; hag e c’houzoc’h avoalc’h ar preonic glaz-ze n’en deus gret droug ebet.

Mes Perik ne felle ket dezan senti. Ar vam a reas kementse poan dizi, hag a lavaraz en eur vouela :

— Va map, ho pet sonch ez eo marteze ar vech diveza ma ho pezo da zenti ouzin en ti-ma.

Perik neuze o velet daelou he vam, a lamas da boket dizi, a c’houlennas pardon hag he c’hassas da gaout an armel. Mes ar preon a voa eat e goask ar garanou e goelet an armel. Ar potrig ne elle ket he denna ac’hano. He vam a ieas da elumi eur c’houlaouen evit dont d’he zicour. O clasc caout ar preon eus ar goasc ma edo, e teuas ar planken ganthi, ha dindan, en eun toul cuz, edo ar c’haier e doa clasket kement, hag ar paperiou-all pere a ziskueze en doa he goaz prenet an ti hag an tamig douar so outhan. Var ar c’haier-ze oa merket e guirionez gant Blez he unan a zom e som ar pez en doa paet al labourer dezan. An diveza scrit a gomze evelen : « Anaout a ran ne dle mui Jakez Argoat din nemet daou chant lur euz ar pemzeg cant am boa prestet dezan. »

An intanvez geaz en em lakeas d’an daoulin evit trugarecat Doue, hag a lakeaz he mab da drugarecat Doue ive eveldi. Goude ez eas da ziskuez he c’haier d’ar barner ha da heritour Blez. Ho daou e vouent souezet meurbet o clevet penaus e doa an intanvez dizoloet ar paperiou-ze. Neuze ar barner a lavaras d’an heritour : ha brema petra reot evit dic’haoui Mari Argoat eus ar gaou oc’h eus great outhi o cridi e claske ho trompla ?

— Petra rin ? Lezel ganthi an daou c’hant lur a jom, ha merca var he c’haier ne vanc mui netra din.

— Ha me, eme’r barner, evit beza douget en he enep eur varnedigez ha ne verite ket e vije gret, en em garg da sevel he mab. Ar bugel en deus gret Doue eur burzud evelse en he genver ne all ket mancout da zont da veza eur bugel mad.

Setu penauz e teu providans an Aotrou Doue da zicour ar re a laca ho fizians enha ; setu penauz e silaou peden ar re her ped gant eur galon eün.

————


Penauz e vez galvet avechou eun den da eur stad a vuez.
————
I

Eur missioner eo a gont he unan penauz eo bet galvet da brezeg an aviel.

Me, emezhan, n’oun ket bet ato ar pez ma’z oun hirio. Va zad a ioa eur bleis mor, hag am lakeas da zeski ar memes micher gantha. Da c’huezek vloaz, em boa great tro ar bed. Da ugent vloaz edon o c’hortos beza ofiser var al lestr brezel Orenok, eur fregaden goant, du he zae, diou renkad kanoliou melen hed he c’hostou evel diou c’houris tachou aour. Pa zispake he goueliou ha pa zouble eun nebeut he guerniou gant an avel, e voa henvel oc’h eul labous mor o kemeret he nij hag o vont a ribl an tarziou goloet a eonen.

E miz Even, brema ez euz eun nebeut bloaveziou, an Orenok a iea en hent evit eur veach hir var aodchou an Amerik. Ranna a rea va c’halon o lavaret kenavezo d’am mam, rak ne dlien mui he guelet. Gouscoude eun den a vor ne zalc’h ket a anken pell en he galon, ha souden ar guel euz ar mor braz hag al labour var al lestr a reas din ancounac’hat an disparti trist-ze.

Va micher nevez a blije din. Ar mor zo eur sorser hag a voar lakat d’he garet ar re a ia varnezhan. Da noz ec’h uvreen e voan savet d’ar c’hargou huela hag e voan deut pinvidik. Setu kement a glasken.

Savet oan bet evit beza den a vor, ha ne voa bet desket nemeur a dra din divar benn ar relijion. Em bugaleach em oa gouezet va fedennou hag eur ger catekis bennak ; mes pell a ioa em oa ho ancounac’het. Gouzout a rean difazi avoalc’h ar skianchou zo red d’an dud a vor da gaout. A hent all ne voan nemet eun azen.

Euz nosvez ma edon o ren al lestr, eun tremeniat a iea ganeomp evit beza caset d’ar C’hanada, a zavas var ar pont da gemeret an ear hag a azezas var eur rollad kerdin da zellet oc’h ar stered. Eur missioner oa a ioa bet pemp bloas varnugent c’hoaz e coajou ar bed-nevez, hag a ioa bet brema oc’h ober eur veach e Rom. Bez’ ez oa gantha daou velek iaouang, ha neuze eun all hag en doa a veac’h an doare euz a eun den ; braz ha cre evel eur marc’h, lijer evel eur c’haz, hag he vizach roudennet oll e guer, ruz ha glaz.

Ar pez diforch-ze a vije kemeret evit eun ours anter lipet, hag evit coms ne deue euz he c’houzouk nemet criadennou gouez. An den-ze gant eun taol dorn en divije gallet, a dra zur, bruzuna eskern ar galloudusa martolod ; mad senti a rea oc’h he vestr var ar ger, oc’h eur zell, lezel a rea an distera guidoroc’h d’he hiskinat, ha pa reat an heg outhan, e rea sin ar groaz hag e rede da gambr he vestr evel eur c’hi d’he lok.

Ar vissionerien-ze n’ho guelemp ket alies. Tremen a reant an deiz oll o pidi hag o labourat, o clask dezki iez an dud gouez ma’z eant da brezek dezho, eur iez hag a zo eur scrich clevet he goms.

En nosvez-ze ta o veza cavet ar missioner dibreder, e sonjis clask caoz outhan, hag e claskiz eun digarez evit mont d’he gaout. Eur blijadur ar vrassa am boue oc’h he glevet o coms din euz a goajou ar C’hanada, euz an Indianet pe an dud gouez, euz a zoare beva an dud-ze a zo o vont euz an eil leac’h d’egile ep chom da vad e nep lec’h.

Diskuez a ris d’ar missioner an Indian-ze a ioa oc’h he heul hag e liviris dezhan :

— Hennez, credabl, a zo unan euz ho parresionis coz ?

— Ia, emezhan, en eur vusc’hoarzin ; ar c’hras am eus bet d’he c’hounit da Zoue, hag evit beza teo ar c’hroc’hen varnezhan, evel ma velit, e tal hirroc’h hirio eget aleiz a dud seven.

— Ha gouzout a rit-hu he vuez ?

— Ia, ha nebeut a dud gouez er c’hoajou a ve cavet da gonta divar ho fenn kement hag a zo divar benn hema.

— Contit din he vuez mar plich.

— Hen ober a rin gant plijadur, rak meur a vech em euz her great kentoc’h eget hirio.

Brema ez eus pemzek vloaz, aotrou Escob Quebec a c’hourc’hemennas din mont da rei mission d’ar C’hanada izel, eleac’h ar missioner a ioa eno hag a ioa maro gant an naoun hag an dienez e creiz ar c’hoajou. Mont a ris, gant eun den evit va ren adreuz ar c’hoajou-ze, leun a laginier, hag a zo an anter muioc’h a vro dindanho evit a zo dindan ar Frans oll. Ep dale e cafjomp toulladou Indianet christen ha n’o doa guelet beleg ebet tri pe bevar bloaz a ioa. Eno ec’h ellet lavaret oa braz eost an aotrou Doue, ha nebeut a eosterien.

Gouela a reant gant ar joa oc’h va guelet, hag e tiskuezent din ar chapeled ou hag ar metalennou a ioa stag oc’h ho gouzoug, hag o doa resevet digant ar sae zu.

Chom a dlien en ho zouez eun derveziou bennag evit cofez ha rei ar sacramanchou.

Kerkent an hini a ioa e penn an Indianet a gasaz a bep tu chaseerien da gemen da oll meuriad ar c’had-vras e voa eur mestr bizach drouklivet oc’h ho gedal e kichen feunteun an Alek-Mors. Dioc’htu e voue guelet o tont, ne ket epken brezellourien, mes c’hoas tud coz ha merc’hed n’o doa ket marc’hatet evit ober meur a ugent leo a dreuz ar c’hoajou hag an toullou lagen, eleac’h ne gavent evit beva nemet eun aval egras bennag hag a ioa c’hoas rouez er mare-ze euz ar bloas. Dont a reant evit digas ho bugale da vadezi, evit cofez ha clevet comzou Doue gant cannad ar speret bras.

An dud keiz-ze a boke da vord va zae en eur vouela, a gofessee gant ar brasa glac’har d’ho fec’hejou, hag epad an oferen e canent canticou en ho iez gouez.

Guelet em oa meur a veuriad, gouzanvet em oa skuisder ha poan aleis, pa zigoueziz, e mis guengolo, var an douarou elec’h ma edo meuriad al Logod o chaseal. Daou vissioner a ioa bet kentoc’h o prezek dezho, ha sonjal a rea din e vijen digemeret gantho evel ma voan bet gant ho breudeur euz a veuriad ar c’had-vras. Pebez souezen ha pebez anken am boue pa veliz e tec’hent diouzin ! Epad meur a zevez ez is var ho lerc’h, a goat e coat, bete bord ar ster.

II

Pa velas va zud gouez ne allent mui tec’het em raog, e chomjont a za d’am digemeret. Ho fennou a ioa tenval. Caer am oa comz outho ne respontent ger din. Caer am boue mont da gaout ar c’habiten, n’em silaoue ket ; chom a rea en he za, harpet oc’h tronjen eur vezen, o sacha var he gorn butun ep ober van ebet. En em deleur a ris d’an daoulin, oc’h he bidi da lavaret din perag e rea din eun digemer ker poanius, me deut euz an tu all d’ar mor evit digas dezho ar c’helou mad. Erfin e lavaras :

— Ra ielo ar zae zu en dro da lochennou he veuriad ; brezellourien meuriad al Logod o deus dilezet relijion Jesus, map Mari.

Marteze, eme ar missioner oc’h ober eur sell oc’h an ofiser, marteze n’oc’h eus sonjet morse petra dal eun ene, n’oc’h eus ket sonjet zoken petra dal hoc’h ene hoc’h unan ; mar oc’h eus sonjet e kementse, e tleit sonjal pe ger braz oue va glac’har. Pidi a ris gant calz a zaelou an indian da jench eun hevelep mennos ; clask a ris teneraat he galon, clask a riz ober aoun dezhan. Chom a rea mud, evel pa vije scornet ; n’oa doare ebet da zont abenn anezhan. Neuze e saviz em za hag e liviris dezhan dichek :

« — Cleo, te cabiten, ha c’hui oll a zo ama en dro din, clevit petra a lavar deoc’h ar vizach drouklivet : azezet oun bet var oaled meur a veuriad ; sachet em eus var ar c’horn butun gant ar pennou kenta e pep hini anezho, hag e pep leac’h em eus cavet brezellourien ha tud a galon.

E meuriad al Logod ne velan nemet merc’hed ; ar c’habiten hag he gamaradet a zo tud digalon. » Hag o veza torret eur zaezen e meur a bennad, e taoliz ar skiliou etre treid ar c’habiten.

D’ar c’homzou-ze e savas grosmol en dro din ; ar bouc’hilli a voue savet eit ear ; ar c’habiten a zavas sounn var he aelou, o chocat he vuzellou hag o c’hoeza ar gounnar dre he zifron.

— Arrow-Raï, emezhan (ar ger-ze oa he hano) a ra fae var gomzou dipituz ar sae zu. Ma ne vije ket bet speret an den guenn dalloc’h eget eur c’hoz, n’en divije ket lavaret a gomzou ken diskiant.

— Nan, an den guenn ne ket dall evel eur c’hoz, rak guelet a ra en deuz Arrow-Raï hag he veuriad dilezet relijion Jesus, map Mari, abalamour n’o doa ket a galon avoalc’h evit miret he c’hourc’hemennou.

— Cleo, eme an indian, ma en divije va breur bizach drouklivet bet eur pried en he lochen en tu all d’ar mor, hag epad ne vije ket er gær ma vije deut eun all euz he veuriad dre laer d’he lochen, ma en divije lazet he bried hag he debret, va breur ha pardonet en divije d’an den-ze evel ma c’hourc’hemen Jesus, map Mari ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma en divije bet va breur, er memes lochen, eur verc’h, ha ma en divije ar muntrer caset ar verc’h-ze gantha evit he dibri ive, ha pardonet en divije c’hoas ?

— Ia, pardonet em bije.

— Ha ma vije deut ar muntrer seis guech da ober ar memes torfet, ha pardonet en divije va breur seis guech dezhan ?

— Jesus, map Mari en deus pardonet d’ar vourrevien her stage oc’h ar groas ; pedet en deuz evitho ; maro eo evitho.... hag en em lakis da ziscleria dezho passion hor Zalver. Nebeut ha nebeut an dud gouez a dostea ouzin hag am silaoue eveziant.

Pa eanis da gomz, ar c’habiten a astennas var an douar he vantel croc’hen ours, hag a reas din azeza varnezhi en he gichen :

« Cleo, emezhan en eur zevel he vouez evel eun tamaller dirag eul lezvarn, cleo, eun den a jome en hon touez, a ioa map euz hor meuriad, hag a valee ive e guenoden Jesus crucifiet. Eun dervez ma edomp o chaseal er c’hoat, lod ama lod ahont, eo deut d’am lochen. N’em boa nemet eur verc’h, hag en deuz he lazet, caset he c’horf gantha hag he zebret. Seis maouez all en deus savet ha caset gantha d’ar c’hoat. An denvleiz en em guze en eun toul mengleuz ; var roudou ar goad omp bet hentchet beteg eno. Eno edo eskern hor merc’hed, anter grignet, hag en ho c’hichen he benn baz ruziet gand ar goad. Diou loariad zo eo tec’het kuit, rak gouezet en deuz on doa dizoloet he doul mengleus. Ni on eus soubet hor birou hag hor bouc’hilli en douar distrempet gant ar goad. Jesus crucifiet a c’hourc’hemenne deomp pardoni ; hon Doueou coz a roe otre deomp d’en em venji. Ni on eus dilezet guenoden Jesus evit distrei da hini hon Doueou coz. »

O clevet traou ker scrijuz, e scorne ar goad em goazied, hag an indianed a verve gant ar gounnar.

Ar c’habiten, en he za dirazhon, he zaoulagad o lugerni, a rea lis gant he vouc’hal evel pa vije o vont da skei an torfetour. Comz a riz outhan c’hoeg ha pell. Pe ger braz eo nerz ar relijion ! An dud counnaret-ze a habascaaz ; ar c’hras a vruzunaz ar c’halonou mein-ze, hag an dud-ze, a felle dezho va laza eun nebeut araog, a blegaz ho fenn dindan va zell hag am pedas da gaout truez outho. Ar c’habiten, ker soublig ha tra, a c’houlennaz evit he veuriad beza resevet adarre dindan lezen Jesus crucifiet.

— Ar speret-bras ne anavez evit he vugale nemet ar re a bardon.

An indian a zellaz oc’h he vreudeur ; an oll brezelourien a blegas beg ho birou varzu an douar.

— Va breudeur ha me a bardon, eme ar c’habiten ; mes ne ouzomp ket peleac’h ema hon enebour.

Anaout avoalc’h a rean giziou an indianet evit gouzout ne dalie netra ar pardon roet da eun den ha n’edo ket var al lec’h.

— Me a ielo d’he glask, eme ve, hag hen digaso d’ho caout.

— Ne da ket ! ne da ket ! eme an oll chasseerien, lazet ha debret e vezi gantha ! hag e reant kelc’h en dro din evel evit va dioual.

— Ho comzou ne dalont netra. Eur vizach drouklivet ne voar ket petra eo caout aoun. Mont a rin. Piou a deui da ziskuez an hent din ?

Eun den iaouang a dosteas : Deomp, tad, emezhan, hag e zejomp dioc’h-tu en hent.

Da bardaez e tigouesjomp er vengleuz eleac’h ma voa eur guele deliou hag eskern tud a ioa c’hoas roudou an dent anat varnezho. Ar chaseer a zellas piz oc’h ar roudou tro var dro d’ar vengleus.

— Larcoc’h eo eat, emezhan, e trezeg an anternoz.

— Mad, deomp larcoc’h.

— Ne velan ket sclear avoalc’h evit anaout he roudou. — Red e voue deomp eta tremen an noz eno. Antronoz mintin mad en em lakejomp adarre da vale. Ien oa an amzer ; n’oa ket bet c’hoaz a erc’h ; eur guiscat mad a scorn avad a ioa var an douar. An heol a zavas digatar, ha prest e comansas discorni, hag on doa poan vraz o vale var al lec’hit eleac’h ma sanclemp bete pennou hon daoulin. Goude e teuas tom, hag or boa eur boan vras gant ar c’huibu ; ne voan ket souezet gant ar chench amzer-ze, rak boaz oan diouthan. Guelet em oa meur a vech er C’hanada tom da zevi e creiz an deis petra bennak ma voa scorn dioc’h ar mintin.

N’on doa caset tam bouet ganeomp, ha ne gafchomp da derri hon naoun nemet trinchin coat hag eur c’hrizien louzou gouez bennak. Da bardaez e teuaz an douar da galedi, hag e valeemp aessoc’h, ha pa voa deut an noz e c’hourvesjomp an eil e kichen egile var an douar scornet. An domder euz hor c’horf a voukaaz an douar dindanhomp, ha pa zihunjomp e voamp sanclet hag evel moullet er pri.

En deis varlerc’h ne veljomp adarre netra, ha va rener a felle dezhan mont en dro. Kement a ris varnezhan, ma teuas larcoc’h ganhen. D’an trede devez da vintin, e cafjomp adarre roudou, ha va rener o veza eveseat mad outho, a lavaraz e voant roudou an hini a glaskemp. Ar roudou-ze hor c’hasas da gaout eul lenn vraz, hag a eane eno. Credabl an indian en doa eur vag hag en doa treuzet al lenn. Ober a rejomp an dro d’al lenn-ze gant ar brasa evez.

Erfin e veljomp ar vag hag eun den epken enhi ; mes re hir e voa diouzomp evit ma c’heljemp he anaout. Gouscoude e c’houiemp ervad eo hen e ranke beza. N’em boa mui izom a rener ha va den iaouang a ieaz en dro. Me a jomaz eno va unan adre eur roc’hel eleac’h ma en em zalc’hen cuzet evit na vijen ket guelet gant ar pesketer. Pardaez oa pa deuas d’an douar ; staga a reaz he vag, ha goude beza sellet tu ha tu en dro dezhan evit guelet ha ne voa den a dost, e c’hoezas tan gant geot seac’h, hag e lakeas pesked da c’hrilla evit he goan. Pa en devoa great he bred, e sellaz adarre tro var dro, ha neuze e c’hourvezaz e kichen an tan. Me a jomas da dremen an noz e douk va roc’hel, eleac’h ma crene va izili gant ar riou ha gant ar strafuil am boa. Evel ne gousken ket, e tremeniz an noz o pidi Doue da voucaat ar galon gris-ze.

III

Goude beza pedet Doue caloneg, ez is goustadik beteg an Indian. Cousket oa c’hoaz ; he gousk avad a ioa cousk eun den crignet gant ar morc’hed ; eun ear gouez a ioa var he zrem, he vleo a ioa diskempen, he zorn a zalc’he crog en eur picol penn baz ; eur scrij oa he velet.

Crena a rea va oll izili o tostat outhan, gouscoude en em erbediz oc’h Doue hag hen hejiz eun tamic. Losker a reaz eur griaden c’houez ; evel eun tigr e savaz en he za en eul lam, ha kerkent e veliz ar penn baz o trei azioc’h va fenn ; n’em boue nemet an amzer da drei a gostez ; ar vaz o coeza a zistagaz eun tam dioc’h eur roc’hel a ioa eno hag a rogas din va zoudanen. Neuze e clascas tec’het kuit varzu he vag, hogen ne rois ket a amzer dezhan. Scoet neuze gant ar strafuil-ze a zant an dorfetourien-vraz, en em daolas d’an douar var he c’hinou oc’h va fidi da lezel gantha he vuez. Ober a ris dezhan sevel ha goude beza her briateet, e liviris dezhan :

— Deut oun d’as clask, ne ket evit da laza, mes evit digas dit da c’hras.

— N’eus gras ebet evidon-me mui, emezhan gant eur vouez pounner ; va enebourien a glask va roudou e guenoden ar venjans ; lemmet o deuz ho bouc’hilli oc’h mean-lemma ar gounnar, hag an drouk-sperejou a c’hortos va ene evit he zourmanti.

Neuze, goude beza sellet gant encrez en dro dezhan, e lavaras c’hoaz :

Gouzout a rez-te petra am eus great ?

— Her gouzout a ran ; hogen gouzout a ran ive e c’hell daelou ar binijen goalc’hi an oll dorfejou.

An Indian a hejaz he benn evel eun den ha ne gred ket.

— Bez keus d’as pec’het, hag ar Speret-braz her pardono, hag ouspen e c’hourc’hemenno d’as preudeur pardoni dit.

— Pardoni din ?.... Dilezet o deus relijion Jesus crucifiet evit gallout en em venji.

— En em drompla a rez. Deut int adarre da relijion Jesus. Gouzout a rez comzou ar zaeou du a zo comzou a virionez. Deus ganhen ; ne vezo great droug ebet dit.

Pell e vouen araok dont abenn anezhan. Doue gouscoude a roaz nerz avoalc’h d’am c’homzou, hag e teuaz ganhen. En em zerc’hel a rean var evez gant aoun na dec’hje kuit, hag ive gant aoun na scoje gant ar picol penn baz a ioa en he zorn. Da noz e couskjomp an eil e kichen egile, pe kentoc’h, me reas neus da gousket, rak ne allis serra lagad. Antronoz da bardaez, pa dostajomp oc’h camp an Indianet, e velis va den o crena hag o chench liou ; gouscoude e teue ato d’am heul.

Diou vaouez, a ioa o testum geot en eur c’hoadig a dremenemp, en em lakeas da grial ha da dec’het, strafuillet oll oc’h hor guelet. Kerkent e savaz eur safar etouez oll dud ar meuriad. Va Indian neuze a zonjas tec’het. Eur boan vraz am boue o clask he zelc’her ; hogen ne zeuas ket eur gamed hirroc’h. Etre daou oll brezelourien ar veuriad o doa kemered ho goaregou, ho birou, ho fennou bizier, hag a ioa en em zestumet en dro deomp. Ar guel euz ho enebour en doa dihunet ho oll gounnar ha ne brometent netra vad. Eil pennat a reant ho bizier hag e reant ariezou ar re c’houesa hag ar re scrijusa. Couls lavaret em boa keus da veza digaset an torfetour-ze da gaout he genvreudeur, rak sonjal a rea din ne aljen ket he denna a dre ho daouarn. En em deleur a riz etre an Indian hag ar chaseourien hag en em lakis da ober rebechou d’ar c’habiten, o lavaret dezhan n’oa nemet eun trubard hag eur gaouiad. Ar c’homzou-ze eo ar re voassa a oufet da lavaret da eun den gouezha skei a rejonte calon ar c’habiten. Ober a reas sin gant he zorn, hag ar bouc’hilli a voue pleget. Neuze e teuas da gaout he enebour hag ec’h astennas dezhan he zorn evit diskuez oa pardonet. Dioc’h-tu an Indianet a blegas ho goafou pe ho lansou, a zizantellaz ho goareier, hag an torfetour a stouas teir guech d’an douar dirak Arrow-Raï, a grogaz en he droad hag hen lakeas var he benn evit diskuez e felle dezhan beza sentuz iviziken, ha prest da ober ar pez a c’houlenjet digantha.

A neuze, pep casoni a voue tolet a gostez. Da noz e voue great eur fest evit lida an taol eurus-ze. Eun ours lazet gant an Indianet, a voue dispennet, poazet ha debret.

IV

Goude beza laket ar peoc’h e meuriad al Logod, goude beza bet an heur vad d’ho lacat var an hent eün, e chomiz eun nebeut derveziou en ho zouez. Neuze e voue red din mont adarre en hent, rag eur veach hir am oa da ober. An Indianet vad a deuas d’am diambrouk beteg ar penn pella euz ho douarou. Pa’z is da gimiada dioutho en eur rei dezho va bennoz araok mont var douarou meuriad ar C’hastor, an indian am oa great ar peoc’h etrez-han hag he vreudeur, a grogaz er pacadig a ioa ganhen hag hen lakeaz var he scoas.

— Ra lezo ar sae zu ac’hanon da vont d’he heul, emezhan.

— Ne ouzout-te ket, eme ve, pegement a skuisder as pezo, pe gen alies e vezi e danjer o tont d’am heul ?

— Da heuilla rin, emezhan, evel ma ra ar c’hi ar chaseour ; senti a rin var eur ger, var eur sin eus da zorn ; va breudeur o deus pardonet din ; me avad ne bardonin ket din va unan.

Setu tost da zeis vloaz abaoue m’en deus an den a velit aze astennet lavaret ar c’homzou-ze, hag abaoue biscoas n’eus clevet eur glemaden o tont euz he c’hinou, biscoas n’en deus debret nemet griziou ha bara du, biscoas n’en deuz efet nemet dour. Bemnoz, pe ger skuis bennag e ve, e sao evit pidi, hag e chom pell stouet dirak Doue o c’houlen trugarez outhan. Hirio ez emp adarre d’ar broiou gouez, hag e c’hoar avoalc’h he gatekiz evit va zicour da zeski ho reljion d’he vreudeur. Setu aze histor an den-ze.

Lavarit din brema, eme ar missioner, en eur zevel varzu an Env eur zell leun a garantez Doue, lavarit din hag hen a eller caout e nep leac’h plijadur ebet ker c’hoeg evel ar re a ro avechou an Aotrou Doue d’he vissionerien, d’ar re a labour da c’hounit eneou dezhan !

Ama, eme an ofiser a vor a scrif kement-ma, ar missioner a davaz, hag ar picol goueziad a zavaz hag a deuas da lavaret eur ger bennak dezhan. Me a stardas dorn ar missioner em hini ; ne gaviz ket avad eur gomz evit he drugarecaat. Disken a ris d’am c’hamprig, hag en em lakiz em guele a istribil. Hogen pell e vouen ep gallout cousket ; eur bern sonjou a ioa em ene. En nosveziou varlerc’h, e chomen pell da gaozeal gant ar beleg, ha nebeut ha nebeut e voan chenchet oll. Pemzek dez goude em boue urs da gas ar missioner hag he indian d’an douar, ha pa ho gueliz o taoulina var an aod, hag o vont goude, ep sellet var ho lerc’h, varzu ar gouelec’hiou-ze a dlient da drempa gant ho c’huezen ha marteze gant ho goad, e savas ganhen eur c’hoant bras da ober eveld’ho.

Dek mis divezatoc’h e voan distro d’am bro, hag e rois va discarg a ofiser. Tri bloas goude e voan beleg hag e saven var eul lestr evit servich an dud a vor. Ar gark-ze a ran c’hoaz hirio. Va lestr en deus bet eur c’hrogat tenn oc’h hon enebourien. Me am eus bet va lod a c’hloaz, eun tamik gouli hag a vezo pare ep dale, ha neuze ez in adarre da gaout va martolodet ker.

Setu penauz en deus Doue va galvet da veza missioner pa zonjen nebeuta.

————


Eun Oferen var ar Mor
————
I

E mare ma edo an dispac’h en he voassa, ha ma edo ar strafuil o ren dre ar Frans oll, e Breiz-Izel couls hag e leac’h all, ha marteze zoken muioc’h e Breiz-Izel evit e leac’h all, daou zijentil a veache dre an arvor eur pardaesvez a vis mae 1794. Ne ouient nemeur peleac’h ez eant, rag ne anaient ket ar c’harter, n’o doa ket a arc’hant, na paperiou evit rei da anout piou oant.

En amzer-ze ez oa cals tud evelse, tec’het euz ho c’harter dre aoun rag an dispac’h, hag a iea eleac’h ma c’hellent mont e carteriou dianavezet. Gouscoude ar re a iea evelse da redek hent o deveze clevet araog ditour euz a eun ti, euz eur c’hastel bennag eleac’h ma c’houient e vije roet digemer dezho hag ec’h aljent cuzet.

An daou zijentil-ma a glaske an hent da vaner Kerlagen. Edont abaoue daou pe dri dervez o vale, hag evel ma voant paour Job, e voa red dezho clask ho zam hag ho lojeiz dre ma’z eant. Ne voant nemeur dinec’h, rag ouspen ma o devoa da zioual na goesjent etre daouarn ar re c’hlaz a gavet o vale dre ar vro pa zonjet nebeuta, an dud divar ar meas ne voant ket ken nebeut douget da rei digemer da dud ha ne anaient ket. Kementse ne de ket souez. Tieien Breiz-Izel n’eus ket guelloc’h evitho da zigemeret en ho zi peorien hag emzivadet, ha da ranna gantho ho bevans hag ho lojeis ; mes neuze e voa kement a drubardet o vale, kement a dud fallagr hag a laere, a laze, a zistruje tra ar re o deveze great dezho ar guella digemer, ma ne alle ket ar goueriadet, ep crena, hag ep en em lacat var ho evez, guelet tud estren o tostat oc’h ho zi.

Eun abardaesvez eta en em gavent dianket divar ho hent. Diou nosvez a ioa n’o doa ket cousket, ha ker skuiz oant ha ken dare gant an naoun ma lavarent an eil d’egile e voa red dezho mont da c’houl digor er c’henta ti a zigouesje gantho. Epad ma edont er zonch-ze, e veljont eun den o tont var ho lerc’h dre ar memes hent gantho. An den-ze a ioa eul labourer douar euz ar vro, ha dre chans e c’houie eur ger gallek bennag. Goulen a rajent outhan an hent da Gerlagen. An den-ze ho hentchaz : hogen lavaret a reas dezho e voant re hir dioc’h Kerlagen evit gallout mont beteg eno en nosvez-ze, mes e caljent var ho hent eun ti eleac’h ma vijent lojet. Hag evel ma lavare dezhan an daou zijentil e voant dare gant an naoun, e roas dezho eun troc’hat euz eun dors vara zegal a voa gantha, ha neuze ez eas dioutho adreuz an douarou en eur lavaret he chapelet.

An daou veacher kenta a rejont e voue dibri eul loden euz an tam bara du o devoa bet, ha neuze en em lakejont adarre da vale evit clask an ti eleac’h m’oa lavaret dezho e vijent digemeret. Her c’haout a rejont e guirionez goude beza great adarre eur pennad mad a hent. Skei a rejont var an or, ha kerkent e voue digoret dezho. Evel ma voa dija pell an noz e voa eat tud an ti da gousket. Ne voa var zao nemet an ozac’h, eun den vardro antercant vloaz, he vleo comanset da venna. Rei a reas dezho da zibri eun nebeut fa ha bara zegal, hag ho c’hassas da gousket d’ar c’hraou zaout goude m’en doa clevet gantho pegement a drubuillou o doa bet, ha perag oa red dezho tec’het evelse.

An daou zijentil-ma a voa daou gristen mad. Goude beza blodet ar vriad colo a dlie servichout dezho da vele, araog mouga ar goulou a ioa lezet gantho en eul letern, hag araog en em asten da gousket, en em lakejont ho daou var ho daoulin da lavaret ho fedennou. Ar c’hiz o doa da lavaret ar beden cre, unan o lavaret, hag egile o respont.

Epad ma reant ho fedennou e clefjont, pe da viana e credjont clevet trouz a zioutho en eun doare solier pe sanail great gant plench hag a ioa goascou discloz etrezho. Sclerijen zoken a gave dezho o doa guelet ; hogen evel na veljont netra, en em lakejont etouez ho c’holo, hag ep dale, skuiz evel ma voant, e voant cousket c’huek.

Antronoz e voa huel an heol pa zafjont euz ho c’housk. An tieg a voa cals laouenoc’h outho evit na voa an derc’hent, ha rei a reas dezho da zibri euz ar pep guella a voa en he di. Epadma voant o tibri, unan euz an daou zijentil a lavaraz o doa bet an derc’hent eun tamig encrez araog cousket ; e cave dezho beza clevet unan bennag o trouzial er sanail azioutho ; hogen, emezhan, credabl ne voa netra eno.

— Clevet mad o poa, eme an tiek. Va map ha me a voa eno hor bez var ar bluen, hag e tiskueze dezho eur fuzil a zaou denn oc’h mantel ar jiminal. Ar beden oc’h eus great e deus savetet ho puez deoc’h.

— Penauz, eme an daou zijentil, o pije hon lazet evelse ep laret ger ?

— N’on doa ket a c’hoant d’ho laza. Hogen gouzout a rit eus brema kement a haillonet o vale, re c’hlaz, spierien, hag avechou zoken tud euz ar vro hag a deu evit ho spia, ho tiscuil, evit ho laza hag ho laerez mar gellont, ha ma na ellont ket ober ho zro dioc’htu, evit evessaat penaus dont divezatoc’h ha sicour gantho, pe lacat ar re c’hlas da zont varnoc’h. Bemdez e veler traou evelse. Ha c’hui o poa an ear euz a vir spierien, dillad fall ha leun bri, ha pistolennou ganeoc’h ; rag me am boa guelet mad ho pistolennou.

II

An daou zijentil a dremenaz an dervez e grignol ar foen. Pa deuaz ar pardaez e clefjont tud an ti o tont, merc’hed ha goazed euz ar parkeier, hag al loenet o vlejal o vont en ho c’hraou. Prest goude an tieg a deuas d’ho c’herc’hat evit coania, ha goude ar pred e lavaras dezho : — Ahanta, dont a reot ganeomp d’an oferen ?

— Ia, c’hoant on eus da vont.

— Alo, grit ho pourchas.

— Petra ? dindan noz eo ez aimp ?

— Brema souden, gant aoun na vemp re zivezat. An ilis so braz, ha n’eus ket a leac’h da gaout aoun ne ve ket a frankiz evidomp enhi. Pell avad ema ahann, hag eur pennad mad a vale on eus da ober.

Ep dale ar merc’hed o doa casset ar vugale da gousket, hag ar voazet o doa great ho fourchas evit mont en hent. Pep a groc’hen maout o doa laket dreist ho dillad all, ha pephini a gase gantha eur fuzil pe eur benveg evit en em zifen. An daou zijentil a voue roet dezho ive pep a fuzil, ha neuze en em lakejont oll en hent a vanden, goazed ha merc’hed.

Tenval oa an noz, hag an avel a ioa ien. Goude beza baleet epad eun heur amzer pe ouspen, e clefjont eun trouz henvel oc’h hini ar c’houagou, hag e guirionez edont tost d’ar mor. An daou zijentil a ioa nec’het o clasc gouzout peleac’h ho c’hasset, rag n’oa ket lavaret dezho peleac’h ez eant. Souden e tigouesjont var bord an aod ; mes da zisken eno e voa red tremen evel dre eur scalier, a roc’h da roc’h, e danjer da goeza dalc’h mad var ar penn en aod. Ouspen tri c’hant troatad o doa da zisken evelse, hag eun heur da nebeuta a lekejont da zisken eno hini hag hini. Pa voant diskennet e clevent eno c’hoas re all an eil o c’hervel egile. An tieg a lavaras neuze d’an daou zijentil azeza eno var eur roc’h bennag da c’hortoz an heur.

Ep dale e voue clevet unan o lavaret : Alo ! a za ! setu anternoz !

Unan euz a botred iaouang an tieg a lavaras neuze ive :

— Ar mor so rust.

— Mad, guell a-ze, eme an tiek coz.

Neuze e safjont oll e bagou a voa stag eno oc’h ho gortoz, ha kerkent en em lakejor da rouenvat var ar c’houagou. An avel a ioa cre, hag an houillou mor a strinke dour sall oc’h ginou ar vageerien. An tieg a ioa ato he lagad o para etrezeg ar mor hag a c’houlenne bep en amzer digant he vap a ioa crog er stur : ne velez-te netra ? Abenn eur pennad e respontas : eo, setu-hi duhont.

An daou zijentil a velas neuze ive dirazho eur vag hag a ioa goulou enhi, ha bagou all oc’h en em gilla en dro dezhi. Ar vag ma edont enhi en em lakeaz ive er c’helc’h evel ar re all. Ar vag a ioa goulou enhi en em gave er c’hreiz, hag e velet pourchas enhi eun aoter, hag eur belek coz, guenn he benn, o visca he ornamanchou oferenna.

An daou zijentil a ioa estlamet oll. Biscoas n’o doa guelet kement all, ha morse eun dra evelse ne vije deut en ho speret. An oferen a gomansas. An oll en em lakeas var ho daoulin er bagou, nemet eun daou pe dri e peb bag a ioa red dezho chom da zerc’hel mad d’ar stur ha da viret na stokje ar bagou an eil oc’h eben.

Pebez taolen a voa eno neuze ! Mestr an Env hag an douar harluet euz he ilizou, a iea da zisken eno, hag en doa evit iliz bolz an Env, hag evit pave goagou ar mor bras ! Guir a lavare an tieg d’an daou zen estren e voa frank an ilis ma tlient clevet an oferen enhi. Ar mordrouz a zerviche eno da ganaouen, hag ar beden a zave c’hoek ha birvidic a vouelet an oll galonou.

Biscoaz eme an hini en deus scrifet kement-ma, unan euz an daou zijentil, biscoas n’em boa pedet ker calonek. Hogen, araog m’oa echu an oferen, e veliz unan euz a botred iaouang an tieg o tont, strafuillet oll, da gaout he dad :

— Va zad, emezhan, eul lestr so erru varnomp !

— Ne ket guir ? e peleac’h ? ne velan netra.

— Pa lavaran deoc’h. Sellit, ahont.

Kerkent e veljomp eur flam tan hag e clefjomp eun tenn canol o crozal. Ar re c’hlaz o doa hon dizoloet, hag a deue evit hor c’has d’ar gouelet, mar galjent ; hag e tennent var ar vag ma edo ar beleg enhi. Eno neuze e savas tousmac’h. Ar vag a lavaret an oferen varnezhi a voue digoret gant ar bouliji hag a ieas d’ar gouelet dres pa edo ar beleg o rei ar venediction e fin an oferen. Ar bagou all a bellea an eil dioc’h eben, ha tenna a reant ive guella ma c’hellent var ar re c’hlaz. An tieg coz a gleviz o crial : Alo ! tro var dro d’al lestr. Savomp enha, ha deomp dezho crog-ha-crog. Ep dale ar re c’hlaz a voue red dezho en em rei. Hogen ar vretoned o doa collet ive meur a zen, hag an tieg coz a ioa lazet he zaou vap.

— Hoc’h hentcher, emezhan deomp goude, eo en deuz hor guerzet ; me am euz he velet mad var lestr ar re c’hlaz, ha setu aze petra eo eur spier, eun trubard, evel ma zeuz aleiz en amzer-ma. An tieg hon digasas gantha neuze d’he gær, hag a roas deomp he vap iaouanca evit hon hentcha bete Kerlagen.

————



TREDE KEVREN


PE TREDE DARN.


Fablennou ha Marvaillou


TREDE KEVREN.


Fablennou.


————


Ar Miliner, he vap hag an Azen
————

N’on eus mui na bleud na brenn,
Red eo deomp guerza hon azen,
A lavare eun deis d’he vab
Eur miliner euz an dibab.
Eur miliner peurliesa,
Ne ket ijin a vank dezha ;
Evit miret na zistronkje
Ho bourrik ma ranke bale,
En em lakeont da glask ar penn
D’he gas d’ar foar soubl ha kempen.
Liama ’reont he bevar droad,
Evel eul leue pe eun danvad,
Ha neuze var bouez eur gifjen
E tougont koantig ho azen.
Kenta tremeniad ho guelas
Krevi o c’hoarzin a vennas :
« Asa ! biscoas kement all,
« Ar c’hoari nevez ne ket fall !
« Eun azen evel eur penn ier
« Krouget var bouez he zivesker !
« Ne ket nep en deus discouarn hirra
« Euz an tri-z-hont eo ’n azenna.
« Livirit din hag al loen-ze
« A ve falloc’h evit bale ? »
Ar miliner oc’h he glevet
A vel ervad eo faziet ;
Diliama a reont an azen.
Bourrig avad a gave tenn
Rankout bale goude bea bet
Evel eun aotrou bras douget,
Mouzat a ra, klem en he iez ;
Mes ar miliner ep truez
A zao he vap var gein Rouzik
Hag hen varlerc’h d’ar pilpazik.
Ep dale a varc’hadourien
E tigouez gantho eur vanden,
Unan anezho p’ho guelas
A bouez penn outho a grias :
« Ne glevez ket, potr ar bourrik,
« Re zibreder out eun tamik !
« Ar mab oc’h ober he aoutrou,
« Hag be dad o stleja boutou !
« Ne ket did e oa dlet bale,
« Ha d’as tad sevel var gorre ? »
An den iaouang a ziskennas,
Hag an hini koz a bignas.
Hogen ne dint ket eat a bell
Pa zigouez diou pe deir strinkel,
Plac’hed iaouang o tremen hent,
O vont ebiou e lavarent :
« Asa ! ma ne ket eun truez,
« Penauz e chilgam ar potr kez !
« Hag al leue braz-hont daoubleget
« Var he dorchen ha morgousket ! »
An hini koz oc’h ho c’hlevet
He gribel sounn en deus savet :
« Va merc’hedigou, it ebiou,
« Em oad-me n’euz ket mui a liou ;
« Lezit ho teod da eana,
« Pe lakit eur stagel dezha. »
Ar merc’hed-ma ne voant ket lent,
Komz a reont kement ha kement
M’en deuz otreet ar miliner
Sevel he vap var an tailler.
Glaouaerien a dremen timad
Hag en em laca d’ho goapaat :
« Penaus, n’ho pefe tam truez
« Oc’h ho pourrig, oc’h al loen kez !
« Guelit penauz ema tortet,
« Saouzanet oll ha teurc’huezet ;
« Me gred e zit gant hoc’h azen,
« En esper guerza he groc’hen ;
« Mervel a rai dindan he veac’h ! »
An daou viliner var al leac’h
A zisken d’an douar da vale
Hag ar bourrik gant he fouge,
A zao var he garniou sounn,
Hag a zirol da gana he zoun.
Set’ ama eun abaden all,
Eun aklepotik guisket fall
A gaf abeg enho adarre
Dre m’edont ho daou o vale.
« Abaoue p’eur eo deut ar c’his
« Ma za bourrig en he zivis ?

« Miliner o vresa poullou,
« Hag he loen o vont er c’houllou !
« Ne ket evelse a ra Ian
« Pa za d’ober he droiou kam.
« Ian a zao var he inkane
« Hag ar zoun hen lavar ive.
« Asa, koanta tri benn azen ! »
Ar miliner koz, skuiz he benn
O clevet kel liez a flipat
A lavar neuze evit mad :
« Mar caran-me brema zoken
« Me zento oc’h kement panezen
« A gavo pleg da bep mare
« Da c’hodisal va doare
« Da vad, da fall ma vo va brud,
« Pe a gomzo pe a vo ’n dud,
« Me rai va fenn iviziken ! »
En dro-ma, miliner, out den.
Evidoc’h-hu, grit ho tivis,
Bezit soudard, den a ilis,
It d’ar Gouent, chomit er bed
Demezit, na zemezit ket ;
Chomit er vro, chenchit carter,
Kemerit douar, cark pe vicher,
Daoust petra reot dioc’h na reot ket
Abeg enhoc’h a vo cavet.

————


D’an dud figus.
————

Bez’ ez euz tud var an douar
A so tenn ober ho lavar ;
Lavarit guenn, lavarit du,
Abeg a gavint tu pe du.
Comzit outho sioul, goustadik
Hag ho cavint eur c’hlouarik ;
Comzit dezho freas, distagel,
— « Geier, emezho, rimadel !
« Perak, mar fell deoc’h-hu prezek,
« Na gomzit deomp e brezounek
« Euz a galz a virionezou
« A sclerafe hor sperejou ?
— Mad, gortozit, tud kivioul,
Me ia da rei deoc’h hoc’h ioul.
Evesait mad, silaouit piz,
Me brezego dioc’h ho tiviz.
« Den diskiant, guel ar maro,
« He falc’h lemmet, he drem garo,
« Seac’h ha scornet he c’hrabanou
« Troad ha troad stog oc’h da zeuliou !
« He morzoliou, ne glevez ket ?
« So o tacha dit eun arched !
« Ar barner braz, eul levr ganthan,
« Da vuez oll scrifet varnezhan,
« A so o c’hortos da ene ;
« Da vont d’he gaout ha prest out-te ?
« An drouk speret, goal ankeler
« A c’houlen da ene, pec’her !
« En ifern, ’creis an tan grizias
« E vezo da vele varc’hoas !
« Dor an Env a zo enk ha striz,
« Ha nemet pinijen, den criz.....
— Avoalc’h ! avoalc’h ! tav, prezeger !
Emaout aze o coll amzer ;
Ni anavez hon deveriou
Hag a voar mad hor c’hredennou,
Divar benn hor bro Breiz-Izel
Ma vije c’hui ’roje kentel ;
Brezounek c’houek ha guir verziou,
Ha ne ket bris-prezegennou.....
— Den egasus ! lenner digar !
Guelomp ha ni rai da lavar !
« Guechall pa deuas Cesar da stourm oc’h Breiz-Izel,
« He listri var ar mor, ho goueliou en avel,
« E crede n’en doa ken nemet diskuez he vin,
« Evit lacat ar vro da goeza d’an daoulin.
« Breiziz a lavare, sounn ho fenn, reud ho breac’h :
« Dirak Cezar na den ne gemerimp an teac’h ;
« Mar disken ni velo ha stard eo he botret,
« Ha dir so var ho zal, ho izili dervet.
« Ha Cezar a lare varlerc’h an abaden

« Goassa tud eo Breiziz pa laront torr-he-benn !
— Peoc’h a roi-te, coz randounen ?
Hag eun hevelep canaouen,
A so brema dioc’h doare
Eur c’hornandon eveldout-te ?
Ha c’hoant a pefe, var ma feiz,
Beza lojet e Barzaz Breiz ?
Na zao ket da vouez ken huel,
Ha digas deomp eur rimadel.
— Eur rimadel, va mignonet,
Ne ket ken aez ha ma sonchfet ;
Ne ket roet da vouez pep unan
Plega dioc’h eun hevelep kan.
Pa fell deoc’h, guelomp gouscoude,
Ha ni’ gano var an ton-ze.
« Pa vez brao ha clouar an amzer
« Mintin mad e sao ’n alc’hoeder
« Varzu an oabl en eur bedi,
« Monet d’an Env a fell dezhi ;
« Hag e lar, gant he mouez lirzin :
« Digor din Per ! Per, digor din !
« Ne bec’hin mui, nan, mui biken ;
« Ne bec’hin ken, ne bec’hin ken !
« Digor-ta, Per ! digor ! digor !
« Pa vel e chom serret an or,
« E chench ha mouez ha canaouen,
« Hag e c’hrosmol en eur zisken :
« Ne bec’hin mui ? eo da.... pec’hin !
« Pec’hin hirio, pec’hin varc’hoas,
« Pec'hin meur a vech all c’hoas.
— Evez ! evez ! barz distrantel,
Pe a dreuz ez ai ’r rimadel !
O sellet oc’h da labouset
Ne velez ket out faziet ?
Eur vers dis ! eun emzivadez !
Eul labous kez ep he barez !
Ha neuze c’hoaz ha varc’hoaz
Sterniet ha sparlet scoaz oc’h scoaz !
Mar dout bars, distag deomp guerziou,
Pe gra plean da rimadellou !
— Morse eta, den cassaüs
Ne eano da deod flemmus ?
N’em lezi eta birviken
Da vont da benn gant va erven ?
Pa n’helles serra da c’hinou
Me les ganez tachen c’houllou,
Strif brema ouzit da unan
Keit ha ma pado da halan.

————


An Heol hag an Avel.
————

Eun deiz an heol hag an avel
A velaz o tont eus a bell
Gant an hent bras eur beacher
Doublet mad oc’h ar goal amzer
Edot var dro kal ar goan,
Ha d’ar mare-ze a gredan
E ve mad d’ar veachourien
Lacat mantel en ho c’herc’hen.
Diouz eur c’hostez heol o para
Diouz eun all glao o caillara.
Bep an amzer kaneveden
Gant he liou ruz, glaz ha melen
D’ar re so er mæz a lavar :
Tolet evez an nep a gar :
Ha rag-se an discar-amzer
Miziou douetuz a c’halver,
Hor beachour, na petra-ta
Eur vantel vad a voa ganta ;
Mezer dispar, cre ha teo,
Rag aoun en doa rag ar glao.
Hema, eme’n avel, a gred
En deus pep tra evel m’e dlet ;
Biscoas ne velas pot avel
O planta c’huez en eur vantel !
Boutounou bremaig a strinco,
Hag ar vantel, pe me velo
Gant ar gounnar kuit a ielo.
Eun tam c’hoari, eun tam ebat
Hor bezo, mar kirit, timat.
Mad, eme’n heol, lakeomp claoustre
Ep chom da riotal keit-se ;
Da c’hout piou en do genta

Divantellet ar c’hanfard-ma.
It, eur pennad me ho lezo
Gant coabr ha coumoul d’am golo.
Setu dioustu ar pot avel
En em c’huez evel soroc’hel,
Leis he gorf a long a ezen,
Koenvi ra evel barriken.
C’hueza ra stard, sutal, stracal,
Steki, heja, sourral, boudal ;
Toennou veler discaret,
Listri broustet, guerniou torret ;
Pep tra a gren hag a horjel,
Ha perag ? evit eur vantel.
Biscoas an ifern dinasket
Eur seurt tousmac’h n’en devoa gret.
Mes caer en doue kemeret beac’h,
D’ar beacher ne voue ket treac’h ;
Rag seul vui ma croze’n arne,
Seul vui hor c’hanfard a starde
He vantel var dro he ziouscoaz.
An avel he boan a gollas.
P’en doa great pot avel he ïoul
An heol a rinsaz ar c’houmoul,
Para ra var gein ar c’hanfard ;
Hema he vantel a zistard ;
Tomder a ia dre he izili,
Ha souden e comans c’huizi,
Kerkent ar vantel so sclapet ;
An heol he glaoustre gounezet.
An ners ne de ket ato sur,
Dousder eo benveg an den fur.

————


Ar C’haz hag ar Raz koz.
————

Eun den teodet euz ar guella
Marvaillou fresk ato gantha,
Am eus clevet ne deus ket pell,
O tistaga eur rimadel.
Guechal, emezhan, e ti va zud ;
E voa eur c’haz hag en doa brud ;
Eur c’haz a vouie he vicher
Couls ha guelloc’h eget kiger :
Eur c’has dispar ; ar c’hizier all
Her c’hemere da Jeneral.
Evit ar raz, al logoden,
Oa goassoc’h evit ar vosen ;
Evel c’hoari ho distruje,
Nebeut var he lerc’h a jome,
Cridi a rea e voa he lod
Cas da netra guenn al logod.
Eul leo, pe ouspen, tro var dro
En doa skignet ar spont dre’r vro.
Guelet em eus lacat planken
En esper flastra logoden ;
Leda contam, stigna cripet
En esper distruja razet ;
Kementse oll a voa dister
E scoas sklifou roue ar c’hizier.
Gant ho enkrez, logod, razed,
En ho zoul a ome souchet.
Pa velas ne gave nep preiz
Caer en doa furchal noz ha deiz,
Ar c’hanfard a ra ker buan
’Vit ho deseo’r maro bihan.
Oc’h eur gorden var bouez he bao
He benn d’an traon, al loen brao
En em asten ’vel eur penn ier
Laket oc’h crog eur c’heginer.
Al logod, fouge braz enho,
A gred eo lazet ho bourreo.
« Al loen criz, emezho, guintet !
Eun torfet bennag en deus gret,
Eul laeraden, eun taol pao
Pe plaoufet eun tam lib-he-bao ;
Coezet he gounnar var he chouk,
Setu-hen maro oc’h ar grouk !
Casset e vezo d’an toul don,
Ha ni c’hoarzo goalc’h hor c’halon !
Neuze c’hastennont ho minou
Eun nebeut er meaz ho zoullou,
E reont daou baz, mes ep dale
Ez eont en ho neiz adarre.
D’an eil tro reont peder gamet,
D’an drede ar spont so trec’het,
Hag en em daolont dizoursi
Da biltrotat var al leur-zi.

Mes setu ama eun abaden ;
Dioc’h ar scour dres ar grougaden
Var he bevar droad plom a goez ;
Beac’h d’al logod, d’ar razet kez ;
Nep n’oa ket scanv he zivesker
A zo sammet en eun taol ber.
En eur c’hrognal, dre m’ho draille
An targaz iud a lavare !
« Eur brezelour coz, bet en tan
En deuz ardou ouspen unan ;
Ni voar pell zo ouspen eun dro,
Divar ho coust c’hui hen desco ;
Daoust d’ho neiziou, d’ho toullou don,
M’hen toue deoc’h, e teuot d’ar von,
Ha goude chocat ho corfou
Ni a lipo hor mourennou. »
Guir a lavare ; eun eil guech
E stignas dezho eur goal bech ;
Gant bleut e venna he zae c’hriz
Ha p’en doa evelse chenchet giz,
E za da zoucha adre an or
Var an ed en eun arc’h digor.
O fiziout en eur seurt bolod
E voue bras fazi al logod ;
Bep en amzer unan pe ziou
A iea d’ar pilpazig ebiou ;
Mes oll e cavent ho ancou,
Nicun ne deue da rei kelou.
Eur raz epken e doue fri mad
A dost ne deas ket da c’hoessat.
Eur raz coz oa, eun orin
En doa tennet meur a daol fin ;
Er brezel zoken e voa bet
Ha beg he lost en doa collet.
« Ar blocad bleut-ze, emezhan,
N’eus tam c’hoez mad ebet ganthan
Aze adarre, me vel splam
E clasker ober eun dro gam.
Ne dal netra dit beza bleut,
Loen divalo, rak pa ves deut
Da veza sac’h, ouzit biken
Var hed camet ne dostafen. »
Ne gomze ket fall a dra zur ;
Hag ar raz coz-ze a voa fur.
Divar he c’houst e doa desket
Hag en he zonch e doa dalc’het ;
Piou bennag re en em fizio
Keus divarlerc’h en devezo.

————


Perrin hag he fodad læz.
————

Nep en dije guelet Perrin
O vont e kear dimeurs vintin,
Eur podat leaz var he fenn
Sammet compez var eun dorchen !
Abred edo gant he devez,
Ha mont a rea en hent a brez ;
Mistr ha mibin e voa guisket,
Kag en deis-se e doa laket
Evit dont lijeroc’h d’ar gær
He dillad scaon, he boulou ler.
Perrin kempennet evelse
O vont gant he hent a zonje
Petra raje, ar baourez keaz
Gant arc’hant he fodadig leaz !
Eur c’hant viou am bo, emezhi ;
Teir iar a lakin da c’hori,
Hag a bouez ma lakin evez
E savin eun nebeut danvez.
Ne vo ket dies var dro va c’hær
Sevel torradou mad a ier,
Ha fin e vezo al louarn
Ma na les etre va daouarn
(Var bouez ma ho dioualllin mad)
Peadra da gas d’ar marc’had.
Eus va ier souden e savan
Arc’hant eur penmoc’hig bian.
Ar penmoc’h evit bea lardet
Al lod brenn-se ne vo ket red ;
Ha pa her prenis ken nebeut
Ne voa na goal vian na goal dreut.
Hogen p’her guerzin em bezo
Eur vozadig arc’hant brao
Ha perag n’em be ket em c’hraou
Oc’h ar pris m’ema brema’n traou
Eur vioc’h nevezal hag he leue
Pehini a velin ep dale

P’hen lakin e mesc ar chatal
Gae o lamet hag ho fringal !
Perrin o tridal dre’r zonj-se
A ra eul lam neuze ive ;
Ar pot d’an traon.... Kenavo læz !
Ier, leue, bioc’h ha penmoc’h kæz !
Ar plac’h, beuzet en he daelou
A ranc lezel he oll madou
Ledet eno var an hent bras !
Hag e riscl da gaout fest ar vas,
E za da gonta d’he fried
Ar goal dro ganthi c’hoarvezet.
Atant voue d’an oll da c’hoarzin,
Ha tor-pod oue hanvet Perrin.

Peleac’h e cafet eur speret
Ha ne dafe e touez ar steret
Eur vech bennag en eur dremen
Da ober eur bourmenaden ?
Tud diskiant couls ha tud fur,
Oll ec’h ureont a dra sur.
Netra ne blij keit d’an ene
Evel bombansou eun ure.
Oll madou ar bed zo dezhi,
An oll dud a stou dirazhi.
pa vezan em part va unan
E rafen fae var bep unan ;
Ne zoujan na soudart na laer,
Discar a raen an Impalaer :
Va lacat a rer da Roue,
An dud am c’har vel ho Doue ;
Var va fenn e za curunen
Ne ket unan, mes eun dousen ;
Mes pebez souez pa zihunan !
Ne d’oun ato nemet eur ian

————


An den hag an aer
————

Eun den a gavaz eun droiat
Eun aer gant he flem o flipat.
Oh ! loen fall, emezan, gortoz !
Bremaic m’es lacaio er c’hloz
Hag a raio, oc’h da laza
Vad da oll dud ar c’harter-ma.
En eur zac’h neuze he laca
En esper æssoc’h he flastra.
Va den a iea-ta a brez caer
Da rei ’r maro d’ar paour kez aer ;
Pe a voa cablus pe na voa ket
Kement se ne rea mann ebet.
Gouscoude vit caout eun abeg
Da laza ’l loen dianaoudeg,
Abars flastra dezan he benn
E comzas outhan evelen :
« Beza mad evit ar re fall
« So beza diot pe me vo dall.
« Mervel a ri bouet ar gounnar !
« Te eo skeuden an dud digar,
« An dud fallacr, dianaoudeg.
« Biken en hon-me n’as po peg ;
« Caer as pezo scrignat da zent,
» Me ’s flastro ama var an hent.
« An aer a respont en he giz !
« Ma ve scoet gant ar maro kriz
« Kement den so dianaoudeg,
« Peleac’h caout eun den diabeg ?
« Lavar din ha te da unan
« So ato mad oc’h pep unan ?
« Abars ma vo va fenn flastret
« Ve mad avoalc’h dide clevet
« Ama e brezonec caer :
« Goassoc’h an den evit an aer. »
An den o clevet eur seurt tra
A jom eun nebeut en he za ;
Goude bea sonjet eur pennad :
« Cauziou, emehan, geier anad.
« Ma carfen me droc’hfe ’n affer ;
« Guir avoalc’h am eus d’hen ober.
« Mes clevomp testou da genta. »
Mad, eme’n aer, clevomp eta.
Eur vioc’h coz a voa o peuri
So galvet da rei he ali.
P’e d’eus clevet an abaden,
E lavar oc’h hija he fenn :
« Perag, emezhi, va gelver
« Evit eun dra a so ker scler ?

« Æz avoalc’h eo ’r varnedigez ;
« Gant an aer ema’r virionez.
« Me zo abaoue meur a vloaz
« O vaga’n den-ma gant va leaz ;
« Gant va læz ha va bugale
« E crescan bemdez he leve.
« Kement am eus, kement a ran
« Ne dint oll nemet evithan.
« He iec’het zoken, he iec’het
« Panefe me en doa collet ;
« Ha ma vev hirio a dra sur
« Ep izom, en he blijadur
« E tlefe va zrugarecât.
« Mes me zo deut var an oad,
« Ha brem’ em les e corn ar c’hraou
« Da zellet oc’h rastel c’houllou ;
« Er parc eleac’h ne deus ieoten,
« Met douar ken noaz hag eur planken
« Ez on c’hoas ganta nasket ber ;
« Ha ma vijen bet d’an aer
« Birviken n’he dije gallet
« Beza ker cris-se em andret.
« Kenavo! Setu ’r virionez. »
Oh ! na braoa barnedigez
Eme an den estlamet oll !
Ar vioc’h-se, ep mar, a zo foll,
Ravodi’ra hag he speret
Gant he oad braz a so troet.
Guelomp an ejen so furroc’h,
Hag a gomzo, me gred, guelloc’h.
Mad, eme’n aer, silaouomp-he.
Ejen a dosta lochore.
P’en doa takichet en he benn
Tam ha tam oll an abaden :
« Meur a vloas a zo, emezhan
« Evit an den e labouran,
« Eus an eil crogat d’egile,
« Eur beac’h bennag ato bemde,
« Ato treveil hag ato poan,
« Ha morse eun devez ean,
« Arat a ran he barkeier
« Digas a ran he eost d’ar gær ;
« Danvez bara, pep seurt madou
« A stlejan dehan a garradou.
« Petra’m bez ’vit kementse tout ?
« Taoliou scourjez ha taoliou brout.
« Goude digas dezan danvez
« N’en deus begad anaoudegez.
« Brema p’oun deut var an oad
« E lacaio scuilla va goad,
« Hag e credo va enori
« Oc’h va dispen, oc’h va dibri,
« Pe o profi d’an ilizou
« Va c’hig, va zoa pe va stripou.»
An den o clevet an ejen
« Sell, emezhan, cleo an azen
Beg bras, serra’ri da c’hinou !
Nag a c’hlabous, nag a gauziou !
Me’s claske da veza barner,
Hag e rez ama’n tamaller !
Gant geriou teo e tiskuezez
Out eul leue bras ep tam furnez.
Deomp d’eun all. » Setu ar vezen
O vont da varn an abaden.
« D’an den, emezhi, me a ro
« Hag an dizheol hag an disc’hlao.
« Oc’h an avel hen diouallan ;
« A vleun bep bloas en em viscan.
« Goudori’ran he barkeier,
« He liorzou, he foenneier ;
« Ne deo ket bleun ha skeud epken
« Eo a roan-me bep bloas d’an den,
« Evit rei dean magadurez
« E plegan dindan va beac’h frouez,
« Goude bea douget evitha
« Er miziou caer bleun ar braoa.
« Frouez c’hueg en discar amzer,
« En han va skeud oc’h an domder,
« Er goan coat evit he doma,
« Penaus oun dic’haouet gantha ?
« Va c’houer a gemer eur vouc’hal
« Hag am discar ep chipotal.
« Ma vije hen da viana
« Ne raje’met va discourra,
« Em bije gallet marteze
« Chom c’hoas e buez goudeze,
« Ha var bouez poania digernez
« Sevel dezan scourrou nevez ! »
An den a voue droug bras enha
Clevet lacat ar gaou gantha ;
A dreuz pe a hed e ranke
Gounit he broses er vech-ze,
« An anter, emezhan, oun re vad
« Silaou’r re-ze da c’hallegat. »
Hag hen neuze gant he gounnar
Oc’h ar voger, oc’h an douar
Sac’h hag aer en deveus stoket
Ken na voue’l loen keaz flastret.
Ar re vras so ho giz evelse ;
Ar guir ne ket dioc’h ho doare.
Lacat a reont en ho meno,
Kement so er bed so dezho,
Loenet bras ha loenet munud
An aeret kerkouls hag an dud.
Diot e ve nep a grette
Lavaret gric var gement-se ;
Guella ve da ober, a gaffen,
Eo coms a bell, pe tevel crenn.


Ar C’houeriad.
————

Divar ar min den ne varnit,
Eun ali mad mar hen heuillit ;
Mes ne deo mui eun dra nevez
Ha n’hen heuiller ket aliez.
Eul logoden, e defot guell,
A roas deomp guech all kentel ;
Mes hirio e vezo couer
A zervicho d’an oll da skuer.
Eun Impalaer deomp hen diskuez,
’Vel eun ours eus ar c’his nevez ;
Var he elgez eur varo deo ;
He gorf oll goloet a vleo ;
Eun ours lezel ep soursi tam
Na lipet morse gant he vam.
Lagat du dindan he valven ;
Sell a dreuz enep he vourren ;
Fri tort, muzel camed kar,
Gouris cors avalou douar ;
Setu’r c’hanfart a voue casset
Da Rom aberz ar vretoned ;
Ar Romanistet d’ar c’houls-se
Eleac’h ma cavent a groge,
Gant biziet cam en dra c’hellent
Aour hag arc’hant a rastellent.
Ar C’hannad, goude he zivisc-tog
A goms outho gant he vouez rog :
« Tud fur a Rom, tud diazez,
Brudet dre ho tescadurez,
Me a bed an Env da genta
Da rei sicour din en de ma,
Ha da viret ous va zeod
Na lavaro netra diot.
Ep gras Doue, en hor speret
Ne deus nemet dislealdet,
Ep-d-hi ne reomp nemet faziou,
A gemense ni zo testou,
Ni pere zo hirio touzet
Gant filc’hier ar Romanistet ;
Hon dizurziou, na petra-ta
A laca Rom d’hon displua.
Romanistet, lakit evez
Na deufe’r Mest bras eun devez
Da gas al lenv, an dienez
Euz hor bro-ni en ho touez.
O lacat etre hon daouarn
D’hon tro an dir hag an houarn
Gant pere e teuit d’hor gouarn.
Diouallit na veac’h-hu barnet
Da veza dindannomp-ni sclavet.
Perag omp-ni sclavet deoc’h-hu ?
Me garre’r vad cievet eun tu,
Perag e talfac’h-hu hirroc’h
Eget tud all cant guech guelloc’h ?
Piou en deus guir deoc’h-hu roet
Da veza mistri d’an oll bed ?
Perag dont da glasc aloubi
Tud divlam, didrouz en ho zi ?
Petra zeskit deomp-ni a vad !
Ni so calet ha dornet mad ;
Hor parkeier a labouremp ;
Tailla coat ha mein a vouiemp ;
Ha ma vijemp bet mac’herien
Eveldoc’h-hu ha crignerien,
E vijemp deoc’h hirio mistri,
Hag ho renjemp ep crisderi.
Evidoc’h-hu, ho cannadet
So bet ker criz en hon andret,
N’eller he zonjal ep scrija ;
D’hoc’h aoteriou zoken e ra
Ho falloni cals dismegans,
Rag gouzout a rit, e mischans,
E par lagad Doue varnoc’h ;
Ha petra vel-hen ganeoc’h ?
Goal skueriou, pep seurt traou euzus,
Falloni, viltansou flerius ;
Disprijans ’vit an ilizou,
Ar gounnar da scrabat madou.
Nep a zigassit d’hon lonca,
Ne deus netra guest d’ho c’harga ;
Frouez an douar ha poan an den,
Zo re nebeut d’unan epken.
Cassit-hi kuit ; ne fell deomp mui
Destum eost ’vit an seurt bleizi.
Goulounder a reomp ar c’heriou,

Tec’het a reomp d’ar meneziou.
Hor priejou a zilezomp
Etouez loenet gouez e vevomp.
Ar galon brema n’hon eus ket
Da lacat bugale er bed,
Ha da garga a dud eur vro
So sunet ganeoc’h er veo.
Ar re zo e buez ganeomp,
Ho guelet maro a fell deomp.
Goassa so, ho couarnerien
Hon desk da veza muntrerien ;
N’ho deus nemet fallagriez
Da ziskuez deomp ha follentez.
Eveldo prest ar vretoned
Laeron, ep mar, a ve guelet.
Rag setu kement a velan,
E Rom beptu dre ma kerzan.
Ma n’oc’h eus ket aour da brofi,
Na mantei scarleg da rei,
Bouzar vezo ar varnerien,
Dilavar vezo al lezen,
Nep en do izom anezo
Labour gortoz en devezo.
Re zeac’h, m’oar vad, em eus comzet,
Ha pell zo oun deoc’h displijet ;
Tevel a ran ; roit ar maro
D’an nep en em glem ker garo. »
Neuze va c’houer, ed he lanchen
Var an douar en em asten ;
Ha pep unan voa souezet
Pa voa ’r c’houeriat gourvezet
O velet da eun den gouez
Kement a speret, a furnez.
Nobl e voue great, ha setu’n droug
A dennas he goms var he choug.
Gouarnerien a voue chenchet
Dre scrit var baper oue laket
Dre urs ar Senet penn da benn
Evel pez caer he brezegen,
Evit ma serviche da skuer
Var he lerc’h da bep prezeger.
Mes e Rom ne badas ket pell
Ar c’hiz da goms ken didroel.

————


AR GOSNI O TOSTAAT.
————

An oad a deu, discar a rez,
Mil dra hen lavar dit, den kez.
An doen laket d’as golo
A zo touilet gant ar glao ;
Caer ac’h eus dresa, penseillat,
Fall ato tachad pe dachad.
Ne veler mui fresk da liou
Da iaouankis zo eat ebiou.
Da dal gant ridou zo griet,
Da zrem oll dishenvelebet ;
Da bennad bleo, du pe velen,
A rea d’as penn eur gurunen ;
Brema int gris, guenn marteze,
Nemet ho c’hollet e pefe,
Ha na ve deut hirio da benn,
Ker moal evel eun irvinen.
Evelse bep bloaz e veler,
Ar guez, glaz en nevez amzer,
Ar goanv calet dre ma tosta,
A losk ho deliou da goeza.
Da himor vad a zo troet ;
Guechall e voas laouen bepret,
Hirio da benn a zo tenval
Ne rez mui nemet guidreal,
Ha ne ket souez, rak tra pe dra,
Zo dalc’h mad oc’h da zieza.
Vi pe labous ato bemdez ;
Deac’h oa crog enhout al laerez,
Hirio ’ma’r rem oc’h da voasca,
Varc’hoaz e teui’r paz d’as crigna ;
Er mintin-ma e poa beriou,
Eber, poan galon ha bilou.
Pa zez en hent, ar ber halan,
A ia d’as c’heul buan ha buan,
Ha pa chomez ep trevelli
Ema cropet da izili.
Tenval ez eo deut da velet,
Da ziscouarn zo anter stanket,
Da zaouarn zo ampafalek,
Ha da zivesker gravazek ;
Da vlas zoken a zo troet,
Ar pez a voa kent da vouet
Evidout brema zo c’hoero ;
Gant eun netra out skuis maro.
Crom eo da chouk, ha me lavar,
Dre ma sellez oc’h an douar,
Emaout o clask an ardemez
Euz al leac’h ma touili da vez.
— Oh ! a leverez, me voar vad
Ema ar gosni o tostaat !
— Te hen lavar, mes te her c’hred ?
Aoun braz am eus ne rafez ket.
Ouz ar gosni, mar dout maouez,
A bep seurt louzou a glaskez ;

Var da zivoc’h eun tamik ruz,
Eun tamik fard laket dre guz ;
Dillad nevez ervez ar c’his
Fichetoc’h ’vit re’r iaouankis ;
Eur bale reud, eur min laouen,
Ar c’hoars bepred var da vourren ;
Carout a rafez tremen c’hoas
Evit eur verc’h a ugent vloas ;
En da c’heus n’eus nemet daou zant
Hag e credez beza plac’h coant !
Mar dout goas, cleo, setu ama
E petra e sonjez brema :
Red eo din creski va leve,
Ma c’hellin rei d’am bugale,
Ar goulou ha peb a atant,
Ha caout c’hoaz avoalc’h a arc’hant
Evit beva ervez va giz.
Mar d’eo collet va iaouankiz,
Ganhen va nerz ha va iec’het
Bete vrema a zo chomet,
Hag e c’hellan c’hoas pell-amzer,
Beva dinec’h ha dibreder.
Ha perak ne lacafet ket c’hoas
Eur gark bennak var va discoas ?
Fanch a zo Mear, Ian tenzorier,
Hag ho daou ne dint em c’henver
Nemet daou beul, diou banezen,
Em godellou ho lacafen.
— Dalc’h-ta, penn guenn, gra da fouge,
Mes lavar din, euz da ene
Ne glevan ket eur ger ganez !
Credabl enhi tam ne zonjez.
Ha gouscoude pa vo laket
Da gorf paour da voueta’r prenvet,
Petra chomo eus da gargou,
Eus da zanvez, eus da vadou ?
Da ene paour en eur grena
D’ar barner a ranco renta
Cont eus da vuez oll penn da benn,
Seul gosoc’h out, seulvui vo tenn.
Taol evez mad, rag ep dale
E tigouezo sur kementse.
Ar plench da ober da arched,
A zo a vrema eskennet,
Ar c’halvez, an touller beziou
A zo o c’hortoz ar c’helou
D’en em lacat a zoare
D’ober da ziveza guele ;
Ha neuze da heritourien
A zo pell a zo o c’houlen
Ha te a ve Mathuzalem ?
Mall o deus da glevet cana ar Requiem

————


Ar Vosen var ar Chatal
————

Eun droug a laca da grena
Kement a glev komz anezha,
Eur c’hlenved skrijus, eur voalen
Heuillet ato gant an anken,
Goest mad, en eun devez pe zaou
Da garga puns braz an Ankou,
(An Env a ioa, en he gounnar
O rei eur freillad d’an douar
Abalamour d’ar mil bec’het
Ma voa bemdez gantho saotret ;)
Ar vosen, p’eo red he henvel,
A rea d’al loened ar brezel.
Oll gant an Ankou ne deant ket,
Oll avad oant ganthan taget.
Al loened, don ha gouez,
A ioa strafuil en ho zouez.
Saouzanet oll en ho estlam
Ne redent mui da glask ho zam
Guillou a leze ar meot
Da douza dizaoun ho geot ;
Alanik var dro glud ar ier
En doa dizonjet he vicher,
An durzunel, pell dioc’h he far,
A roucounelle he glac’har.
Mui e nep leac’h na carantez
Na plijadur, na levenez.
Al Leon a gemen tro var dro
Da gement loen a zo er vro
Dont d’al lezvarn ’vije dalc’het
En he lez d’an dervez merket.
Pa voa digouezet ar vanden,
Al leon a gomzas evelen :
« Gouzout a rit, va mignoned
« Eun nebeut zo omp goal scoet ;
« Hon torfejou, na petra ta,
« A laca’n Env d’hor bazata,

« Guelomp eta ep damanti
« An droug en deus great pephini
« Rak dlet e ve d’ar c’hablusa,
« D’ar falla, d’ar pec’her brasa,
« Rei hag he gik hag he groc’hen
« Evit stanca ginou’r vosen.
« Guechall, dioc’h ma’m eus clevet
« Ne vanke morse al loenet
« Pa zigoueze eur bar encrez
« Eur reus bennag en ho zouez
« Da gas da vervel oc’h ar grouk
« An torfetour kiriek d’an drouk.
« Evidon-me, loen goal naounek
« Am eus lonket chatal cornek,
« Meot, denved hag oanet
« Dioc’h an dousen am eus choket ;
« Eun dro bennak zoken dre laer
« Em eus debret ar mesaer.
« Petra o doa great din ? Netra,
« Hen anzao a rankan brema.
« Me roi-ta va buez mar bez red
« Araog avad, e tle, me gred,
« Dont ama ive pep unan
« D’anzao he vest-taoliou craban.
« Rag, ervez lezennou pep bro
« D’ar falla eo mont d’ar maro. »
« Aotrou, c’hui zo re vad Roue
« Eme Dom Lan dezhan neuze ;
« Petra ? e safe deoc’h morc’hed,
« Dre m’oc’h eus choket cals denved ?
« Denved, pennou brell ha diot
« N’ouzont nemet touza geot,
« Ha lavaret beb en amzer
« Bê, bê e creiz ho lanneier !
« Eun henor bras zoken o doue
« Pa vouent choket gant dent ho Roue. »
Setu aze comzou Dom Lan
A voue meulet gant pep unan.
An tigr, an ours hag ar bleis
Hag ezac’h braz-all aleis,
A zachas gantho ho bragez
Diroufen brao ha disclabez.
Ar chas kiger, ar chas tropel,
Ha loened all boas dioc’h brezel
Hir ho skilfou ha lem ho dent
A dremenaz oll evit sænt.
Pa voa deut he dro, an azen
A chiffronellaz evelen :
« Dont a ra brema da zonch din
« Edon eun dervez da vintin
« En hent o vonet e beach,
« N’ouzon ket avad da beleac’h ;
« Ma tigouezaz din beachi
« A dreus foenneg ar Maneti.
« Edon var iun, ha naoun am boa
« Al leac’h, distro evel ma voa,
« Ar peuri drus, ha me a gred
« Goal vroudet gant an drouk-spered
« E touziz eno a c’heod
« Anter ledander va zeod ;
« Vardro eun anter ginaouad.
« Guir n’emoa ket pa lirin mad. »
D’ar c’homzou-ze e sao raktal
Bres ha sklang etouez ar chatal.
Eur bleis cos, bet var ar studi
E kermeaz, e penn ar c’hardi,
A zistag eun tam prezegen
Evit diskuez eo an azen
Ar c’hacouz, an hir scouarnek
A zo bet d’ann oll drouk kiriek.
Neuze an oll a ra safar
A scrign ho dent hag a lavar :
« Arao ! arao ! d’ar grouk ! d’ar grouk
« Dle an oll loened var he chouk !
« Al laer ! dibri geot an estren,
« Ne ket souez m’eo deut ar vosen.
Oc’h ar gorden ar rouzik keas
Dle an oll chatal a baeas.
Setu penauz e vam ar bed ;
Ar virionez, al lealded
Ne dint tam dioc’h he zoare
Ar vertuz a gaf amzere.
Mar d’oc’h pinvidik, galloudus
Ne viot cavet morse cablus ;
’Mar d’oc’h avad paour ha displet
Vit eun netra ’viot condaonet.

————


An Derven hag ar Benduen.
————

Eun deiz e clevet an Derven
O lavaret d’ar Benduen :
« Ne ket ep abeg a dra sur
« En em glemit euz an natur ;
« Bet eo, ep lavaret geier
« Eur guir lesvam en ho kenver.
« Eul laouenan, eur gellienen,
« A zo re zam deoc’h da zougen ;
« Eur mouch avel, eun ezennik,
« A ra deoc’h plega ho pennik.
« Ma vije c’hui da viana,
« A zafche tost dinme ama,
« Gant va scourrou braz e c’haljen
« Oc’h an avelou ho tifen,
« Evel ma tifennan bemdez
« Tro var dro an amezegez,
« Me ro goasked ha goudouren
« Da gement a zo em c’hichen.
« Mes c’hui ia du-ze da zevel
« E tachen ar pevar avel
« Var ribl an dour, er prajeier
« En ardanez pep goal amzer ;
« Eur barr avel, eur gorventen
« A c’hell ho stleper oc’h torgen. »
D’ar c’homzou-ze ar benduen
A lavar oc’h heja he fenn :
« Amezogez, trugarecaat ;
« C’hui ’c’heuz eur galon cals re vad !
« N’o pet nec’h ebet ganeme,
« Boaz oun da heja evelse ;
« Me a zo soubl va izili,
« Hag a c’hoar plega ep terri,
« An avelou ar re voasa
« A ia dreist-hon ep va glaza ;
« C’hui kentoc’h, a ve goal laket
« Gant an avelou fuloret.
« Ep dale, credabl, ni velo,
« Oc’h goal amzer piou a harpo.
Etre daou setu er woalern
Coumoullen du ken na lugern :
Ar gournaouek en he gerc’hen,
A ioa e counnar o tougen
Goasa barr avel a zo bet
Guelet biscoaz ebars er bed.
Luc’hed a dars, kurun a groz
E creiz an deiz e teu an noz ;
Cazerc’h a guez ’vel bolodou
Hag a dompi ’vel morzoliou.
Avel a c’hoez, a zourr, a voud
Pep tra a gren hag a hirvoud.
Storlocat a ra’n dorojou,
Stracal a ra an toennou ;
Tiez a goez dindan ar bar,
Ar guez a blek bete’n douar
Cridi a rafet an avel foll
A ia da zistruj’ ar bed oll.
Ar benduen a zo hejet
Bransellet, caset, digaset.
An derven avad ne ra van
Delc’her a ra sounn ha dizoan
Ar potr avel, en he gounnar
A ra tousmac’h, a ra safar
Hogen e creiz an abaden
Setu clever eur stracaden,
An derven otus zo faoutet,
He scourrou bras zo discaret.
He blenchou var al letonen
A ia da ober baoziaden.
Ouzoc’h e comzer, tud nerzuz,
C’hui, potred vad, tud galloudus ;
Aliez e pakit hoc’h ankou
O clask ober ho fougeou ;
Eleac’h an dudigou displet
A c’hell labourat gant aket
Hag a vef beteg an termen
Merket gant ar Mestr souveren.

————


An Tiec, ar Mestr mevel, ar potr saout hag ar Big.
————

Al laeron vihan a vez croguet,
Al laeron vraz ne vezont ket.

Eun aotrou braz ha pinvidic en devoa eur merour, hag heman, evithan ne voa ket perc’hen d’he zouar, a voa gouscoude eun tiec eus ar re genta, eun ozac’h mad, eur moundian. Bez’ en devoa eur mevel braz, pe mar kirit, eur mestr mevel e penn he diegez evit ren he labourerien. Ar mestr mevel en devoa dindanha eur potr saout, hag ar potr saout en devoa eur big.

An tieg a zalc’he he verouri dioc’h antergroaz, da lavaret eo, en devoa bep bloaz, eleac’h arc’hant, an anter eus he eost da rei d’he aotrou. Mes pa veze deut an amzer da ranna, e cave brao an dro da lacat dezhan he unan al loden vrassa ha guella, ha da gas evelse he anter da dri balefras. Eun endramer mad a voar ober herdin hag herdin, ha neuze an dousen ne vez ket great ato gant daouzec.

Ar mevel braz a veze er foariou hag er marc’hajou, o prena hag o verza. Caout a rea ive an dro da zerc’hel en tu diouthan eul lodennic vrao eus an arc’hant a dremene etre he zaouarn. Ar guennec a chans a zalc’he evithan he unan, hag ar guennec a chans-ze a veze peurliessa eur grabanat vrao a arc’hant.

Ar potr saout a loje er memes skibeur gant ar mevel braz, hag a vouie peleac’h e lakea he denzor. Pa gave he dro ez ea da ober eur guel d’an tenzor-ze, hag e sache gantha eur grabanadic moniz, mes eur grabanadic vihan. Avechou evelato e teue eur pezic guenn bennag da heul. Mad eo ranna, hag evel a leverer, hirroc’h a dal eun tam rannet evit daou dam debret. Evel n’en doa ar potr saout na coufr nag armel, e lakea he damic peadra dre ma teue en eun toul er voger e corn ar skibeur.

Ar big a vele ar potr saout oc’h ober he droiou ; ne lavare ger, mes sevel a reas c’hoant ganthi da ober ive he c’huziaden. Mar deo mad d’ar re all destum evit an amzer da zont, daoust ha ne ve ket a zoare d’ar big ober ive ? Margot eta pa na veze den var al leac’h a iea da denzor ar potr saout, ha gant he beg e kemere ker brao ha tra eur pezig bevech epken, hag her c’hasse kempen en eun toul en douar choazet ganthi evit he armel.

Bevech ma zea ar potr saout da gonta he venneien, ar pez a rea alies, e cave ato mescont, ato e veze berroc’h he rencad evit na zonje ; dioc’h he gostez ar mevel braz a gave dezhan ive e scanvea dalc’h mad he ialc’h. Mes nicun anezho ne lavare ger. Micher al laer eo beza lent ; arc’hant ar re-ma n’oa ket deut tre gant an hent eun, hag e c’hellent caout aoun, mar dajent da ober eun enclasc bennag evit gouzout piou ho laere, na vije dizoloet ho laeronsi ho unan. Ne gredent eta lavaret netra, mez evessat ha spia a reant mui oc’h vui. Ep-dale ar potr saout a zigouezas var ar big dress pa edo Margot eur pezig arc’hant ganthi en he beg o cass d’he c’huziaden.

Ah ! bouet ar groug, emezhan, te eo-ta so oc’h va displua-me ! han ia ! ne ket fall ; me a ielo da gemeret kement a boan hag a nec’h o laerez arc’hant dide da ober da neiziat ! Gorto ! bremaic evidot-te ne laeri ken ; me ia da ober eun dro en da c’houzoug. Ar big a felle dezhi en em zifen hag a lavare en he iez : « Grit trugarez din, rag n’em eus great nemet evel a rit hoc’h unan, c’hui hag ar mevel braz hag ar mestr ; ha c’hoas zoken ne ran ket ker goaz ha c’hui, rag c’hui a zach ganeoc’h a grabanadou, ha me ne gassan ganen nemet eur pezig bihan bennag. Grit trugarez din evel ma c’hoantait e ve great trugarez deoc’h !!! Margot e devije lavaret c’hoas cals traou ma vije bet lezet da goms ; mes ar potr saout en devoa etretant croget enhi ha nezet dezi he gouzoug. »

Evel a velit, ne vez crouget nemet al laeron vihan.

————


AN ANKOU
————

E kær B… edo ar c’his pa veze bet an Ankou oc’h ober eun dro, ha pa gaset eur c’horf maro d’an douar, kerent ha mignonet a grie fors, a rea safar evel tud e dizesper. N’eus ket pell an ankou a deuaz adarre da ober eun dro di. En dro-ma avad n’edo ket he falc’h ganthan nag he zent discrognet ; ne ket da falc’hat e teue na da deleur strafuil hag anken, mes da zigas laouenedigez eur vech ive. Encanti a reas dre gær penauz, o c’houzout pegement a boan a rea dezho bevech ma samme unan bennag euz ho zouez, oa deut en dro-ma evit digas adarre e buez ar re en doa falc’het er gær-ze epad an daouzek vloas diveza, e vije er vered abenn tri dervez goude, hag e lacaje an daouzek bloaveziad-ze da zevel beo buezeg euz ar bez ; mar doa zoken unan bennag hag o doa kerent maro ouspen daouzek vloaz a ioa, hag o divije eur c’hoant bras da velet resusitet, n’o doa nemet scrifa dezhan en eul leac’h a vercaz, hag e roje dezho ho goulen gant ma o divije eur rezon vad bennak.

Antronos ne velet nemet tud o vont da gas liziri d’al leac’h merket gant an ankou. N’oa douet ebet n’o doa ar re-ze oll c’hoant da velet e buez adarre kerent dezho, maro ouspen daouzek vloaz a ioa, mes a ioa sonch mad anezho c’hoaz. An ankou he unan a grede kementse. Hogen souezet braz e voue pa zigoraz al liziri. Oll oant scrifet gant tud hag o doa collet unan bennag euz ho c’herent nesa n’oa ket c’hoaz a zaouzek vloas. Goulen a reant en han’ Doue ne vije ket digaset ho zud en dro.

Eun intanvez a bede caloneg an ancou da lezel er vered he fried e serr pehini, emezhi, e devoa bet poan avoalc’h. Eun intanv a lavare ne felle ket dezhan e teuje he bried e buez, rak cavet en doa eun all hag a blije dezhan cals muioc’h ; hag edo e sonch d’he c’hemeret. Bugale a ioa brema o veva en ho roll, ne rea netra muioc’h a aoun dezho eget guelet ho zad o tont adarre var an douar, rak n’o divije buez vad ebet diouthan. N’ous pet hini, o doa bet heritach en daouzek vloas diveza, a ioa mantret oll o sonjal e vije red dezho disteleur ar pez o doa bet. Eun amezek a ioa strafuillet oll o sonjal e teuje adarre he amezeg e buez, rag he stal a iea cals guelloc’h en dro abaoue m’oa maro an amezek-ze. Eur breur a grene gant aoun na deuje he vreur en dro, rak red e vije dezhan ranna ganthan, ha ne gave ket dezhan e vije tam re vraz he lod. Eur c’hulator a c’houlenne ma vije lezet er bez tad ar vinoret a c’houarne, rag en eur c’houarn tra ar vinoret-ze e c’helle gouarn cals guelloc’h he dra he unan. Bete tadou ha mamou a bede an ancou da lezel ar vugale o doa collet eleac’h ma edont, rak caout a rea dezho o devoa c’hoaz avoalc’h ha re da vaga, da zevel ha da argoulaoui.

Pa voa deut an dervez merket ganthan, an Ancou en em gavaz er vered, evel ma en devoa lavaret. Neuze tud kaer a ieas, ne ket a hiniennou, mes oll a vanden, d’he bidi da lezel ar re varo en ho beziou ; ne c’houlennent ken gras digant Doue, rak goude beza sonjet mad, eo’h anavezent ne vije ket eur vad evitho e safje ho zud euz a varo da veo.

— Anzao a rit eta, eme an ankou, ez eo eur vad, eur blijadur eo a ran deoc’h kentoc’h eget eun drouk pe eur boan pa deuan da ober eun dro en ho touez ! Anzao a rit eta n’oc’h eus ket kement a geus d’ho tud varo evel ma tiskuezit, rak ma o pije, e c’houlenjac’h ho guelet o tistrei. Perag eta kement a gri, a c’hrosmol var va lerc’h ? Perak kement a orbidou pa varf unan euz ho tud ?

Evit en dro-ma Doue a ro deoc’h ho coulen, mes bezit furoc’h eur vech all.

An Ankou a ieas kuit var gementse, hag ar re varo a chomaz er vered. Abaoue, a leverer, tud kær B… a vez didrousoc’h pa gaser ho re varo d’an douar, hag a zoug ho c’hanv siouloc’h.

————


AR C’HANVAL
————

Er vro-ma ne vez ket guelet aliez a Ganvalet ; gouscoude eus bet digasset unan bennag avechou da ziskuez. Unan eus ar guechou kenta ma voue guelet eur c’hanval e Breiz-Izel, e tremene dre vourg G… hag oa bodet eur vanden dud var he dro da zellet outhan. Pephini, na petra-ta, a gave he bez da lavaret eus al loen-ze nevez evitho.

— Sellit, a lavare unan, setu aze eul loen hag a vef couls lavaret gant netra. Eur banne dour sclear hag eun dornat geot seac’h a zo avoalc’h evithan, ha pa vez e beach ec’h ell bale gant he zamm epad an deiz ep eana na dibri tam.

— Ia, a lavaras eun all, hag ar pez so guelloc’h, ker cre eo, ma c’heller lacat dezhan var he gein samm tri marc’h mad, hag e ra c’hoas gant an dra-ze tregont leo en he zervez ep diskuez beza skuiz.

— Guelloc’h evit an dra-ze so c’hoaz, eme eun trede. Ne ouzoc’h ket pe ger sentus eo al loen-ze ? Morse ne vez izom na baz, na fouet evit he gass. Gant eur ger he vestr hen laca da vont var bennou he zaoulin evit he zamma pe he zizamma, pe evit sevel he unan varnezhan ; gant eur ger e ra dezhan mont buan pe chom goustad dioc’h m’en devez c’hoant.

— Ne ket se eo a gavan-me caera enhan, a lavaras eun all ; mes guelit ta pe ger sounn eo var he garniou, pebez ment en deus, pe gen huel e sao he benn, pebez lorc’h so enha, pe gen dress eo var he izili pa za da vale !

— Mad, a lavaras eun all c’hoas, nicun ac’hanoc’h ne zonch er pez so a vraoa enha. Ha ne velit-hu ket pe ger coant eo gant an dorgennic-ze so aze var he gein ? Pegement eo scanvoc’h, dieupoc’h da vale ? Pebez ear a noblans a ro an dorgen-ze d’he izili-all ha d’al loen abez ?

Ama ann oll a droas da zellet oc’h an hini a gomze ; hag e veljont en doa ive eun tamic torgen var he chouc. C’hoarz a savaz, e c’hellit credi. Hogen evitho da c’hoarzin d’an tort, ar re o doa comzet en he raog o doa great eveldhan, o doa ive en em roet da anaout ; ha sur oun penaus al lenner n’en defe ket izom da jom pell da zonjal evit lavaret penaus ar c’henta en doa comzet a dlie beza eun den piz, stag he galon oc’h he zanvez ; an eil eun den a nerz, eus ar re a zo pe a gred beza potred vad ; an trede eun ozac’h pinvidic, eur Mestr otus ; ar pevare eur fougeer. Evelse pep hini a gaf tro da veuli ar pez a blij muia dezhan, ar pez en deus muia henveledigez outhan he unan.

Epad ma c’hoarze an oll d’ar c’heaz tort, ha ma o divije gallet c’hoarzin kercouls dezho ho unan, setu unan eus ar re n’o doa c’hoas lavaret ger o tont da chench soun : petra, emezhan, ne velit-hu ket pe gen diforc’h eo an aneval-ze ? He zivesker a ve mad d’ober guerzidi ; he gorf so seac’h d’ober tan ; he c’houzoug so henvel oc’h hini ar garc’heiz ; he benn a ve kemeret evit penn eun danvad ; he ziouscouarn so coezet evel re al loen all-ze pehini ne vez cavet coant nemet pa vez nevez dofet ; he gein guella ma ve eo da ober eur baluc’hen, ha c’hoas an dorgen-ze a virfe…

— Ha neuze, eme c’hoas eun all, guelit pe ger plad eo var he dreid, pe gen torret eo he garniou ! Penaus cridi e c’helfe an treid-ze dishouarn ober eur pennad mad a vale ep dont da dana ?

— Ha mar debr ken nebeut a vouet hag a leverer, eme adarre eun all, pe seurt ners a dle da gaout ? eul loen ken treud hag eur vaz hag hen a ell beza eul loen mad !

N’em eus ket izom da lavaret deoc’h, lenner, penaus ar c’henta eus an tri-ma a voa eur marc’hadour kezeg ha ne vele netra en tu all d’he varc’hadourez ; an eil eur marichal kezeg hag a elje serra he c’hovel ma vije lezet dishouarn al loenet labour, an trede eul labourer douar boaz da gass melchen e kær, ha ne voa ket e poan da velet loenet o veva gant geot pe blous seac’h. Ar re ma ta a gomze pephini evit he c’hodel ; hag e guirionez pa evessear mad oc’h an dud, e veler e comzont peurliessa pe eus an traou ma zint douget dezho, pe eus an traou ma cavont eur gounit bennag enho.

————


An Dube hag he Vestr
————

Eur bourc’his pinvidig en devoa eur vanden dubeed. Great en doa evitho, e pignon he vaner, lochouigou euz ar re vrava, hag eur blijadur vraz a gemere o teleur greun dezho, oc’h ho guelet o kempen ho flun hag oc’h ho c’hlevet o roucounellat.

An dubeed ne garont nemeur mont pell dioc’h ti ho ferc’hen. Gant ma vezo taolet dezho eur c’hreunen bennag evit beva, gant ma cavint eur banne dour da efa ha d’en em gempen, eur vruzunen blous pe foen bennak da ober ho neiziou, e kemeront ho ebat tost d’ar gær, ep clask mont da velet pe e zeo frang ar bed pe ne deo ket. Gouscoude avechou hiniennou anezho a drec’h gouenn, hag a zao c’hoant gantho da veachi.

Evelse unan euz ar re ma eun dervez a droaz eur frouden en he benn. Sonjal a reas mont a bell da velet hag hen a gafje eun dra bennak guelloc’h ha caeroc’h eget ar pez en doa guelet bete neuze.

Red eo din lavaret ive e voa an dube-ma moumon he vestr. Pa deue ar bourc’his da deleur greun d’he laboused, e talc’he aliez eun nebeut en he zorn. Neuze an dube mignon a nije var he scoaz hag ac’hano var he vrec’h evit dibri e dorn he vestr. Neuze e veze poket dezhan, flouret dezhan he blun, hag al labous, e c’hellit cridi ne voa ket nebeut a fouge enhan oc’h en em velet likaouet evelse gant he vestr. Kementse, credabl, a reas dezhan cridi e voa huelloc’h eget an dubeet all, hag a zigasaz ar sonch dezhan da vont da redeg bro evit gallout goudeze en em fougeal muioc’h dirazho.

Marteze ive ec’h anaie an amzeriou, hag e c’houie e cafje neuze eun dra bennak dioc’h he zoare en douarou, rak pa deuaz ar frouden-ze dezhan edo dres ar mare ma c’hounit al labourerien douar ho ed du.

Daoust petra voa, mont a reaz en hent. N’oa ket eat a bell na zigoezas gant eun dachen vinis du nevez hadet. An douar fresk ha laboused all a vele o clask ho zam eno hen touellas da zisken, ha setu hen o tigouezout etouez eun torrad glujuri a ioa eno o scrabat d’ho bek guella ma c’hellent.

Ar glujuri a zo labouset dizroug hag egarad. Ne rejont van evit guelet ar beacher-ma o tisken en ho zouez. Al laboused-ze o deus calon vad, ha ne c’hinont ket evit ranna gant ar re all, dreist oll pa vez peadra evit an oll evel a ioa eno. Ep lavaret eta eur ger d’an divroad-ma, hen leschont da ober he geusteuren evel ma care. Pa vezer o veva divar ar bern ha pa vez cals muioc’h eget na ve izom, ne vezer morze ker kivioul na ker chich oc’h an estren. Lezel gant ar re all ar pez a vez a re ne deo morse dies.

An dube-ta a gemer he frankiz, en em laca da vont ha da zont, da rei taol beg en tu-ma taol beg en tu-hont, dre ma vel eur c’hreunen bennag, ken diencrez evel pa vije bet o rodal en dro d’he gouldri. Hogen pa sonje nebeuta setu hen o velet he amezegezed strafuillet, o plafa evel pa o divije c’hoant da vont en douar, ha kerkent eur sparfel a gouez a blom var eur c’hlujar, he zam abouez he ivinou hag he c’has ganthi o lezel da goeza dre ma zea plun ha beradou goad.

An dube strafuillet oll ne chom ket da c’hortos hirroc’h. Lacat a ra he ziouaskel da c’hoari, hag e za da gonta d’he vestr ar pez zo digouezet ganthan. He bidi a ra da zont da zifen al laboused coant ha dizrouk-ze, liou dem-alaouret dezho hag eun ear lent hag aounig, a enep al labous rouz, al labous bek cam, ar c’higer a deue d’ho laza ep abeg ebet.

Ar bourc’hiz, o clevet comzou he zube, a anavezas mad oa glujuri hag eur sparfel eo en doa guelet. Kemeret a ra he fuzil hag e za varlerc’h he labous d’an dachen ed-du. Eleac’h avad clask ar sparfel evit he distruja, e clask ar glujuri, hag ho veza ho c’havet, e tenn varnezho, e laz diou, hag o c’has ganthan d’ar gær, fouge meurbed enhan.

An dube en doa c’hoant da lavaret dezhan ne ket var al laboused-ze dizroug ha dinam eo e tlie tenna, eo ho difen eo a dlie a enep al labous rouz, al labous criz, a rea ar brezel dezho ; hogen ker sebezet, ker mantret e chomaz o velet fallagriez ha dislealdet he vestr, oc’h he velet o vont a unan gant ar sparfel evit he zicour da zistruja ar glujuri, ma na c’hellas ket lavaret eur ger, hag abaoue, a leverer, an dubeet ne gozeont ket ouz an dud.

Hogen ar bourc’his-ze ha na d’eo-hen ket henvel mad oc’h an dispac’herien-ze a veler, kerkent ha ma clevont ez euz eun tam freuz, eun tam tousmac’h en eur vro bennak, prez varnezho da vont di, ne ket da zifen an dud honest a voal gaser hag a alouber ho zra, mes da zicour an dispac’herien hag an alouberien evit gallout caout ive ho lod euz an traou aloubet. Peadra a ve evit meur a hini da chom dilavar evel an dube, mac’h evesafent mad petra a rer hirio euz al lealdet.

————


An delien Zero hag an delien Elo
————

An delien zero a lavare eun dervez d’an delien elo a vele o crena a dost dezhi :

— Petra a ra deoc’h, va c’hoar, crena avelse, ha beza an heol tom o para, ha beza n’eus mouch avel ?

— An hini en deuz hor c’hrouet en deus va great evelen ; va great en deus ken tano ha roet din nervennou ker kizidik ma crenan bepret gant aoun na zistacfen ac’hann ha na goesfen d’an douar.

— Coeza d’an douar ? Ha n’oc’h-hu ket enouet gant ar vuez on euz ama ? Ato stag oc’h ar memes scour, ato bete mervel ! Ha ne gav ket deoc’h e ve eun dislealdet an dra-ze en hor c’henver-ni ? Kement a vev en dro deomp en deuz he frankiz ; ar c’houmoul a ia eleac’h ma keront, hag a les ho gliz da goeza pa zonjont ; al labous a ra he neiz eleac’h ma plich ganthan, a nij hag a chournij dre an ear dioc’h ma tro en he frouden. Perag emaomp-ni ama chadennet, evel pa na vemp ket bet crouet evel an traou all ?

— Oh, va c’hoar ! ha da belec’h e zafemp, eme an delien elo ? Petra a dalfe hor frankiz evidomp, mar deo an avel enebour eo hen rofe deomp ? Stag omp oc’h ar scour, ar scour a ro buez deomp. An ezen hon hej goustadig ; an heol a bar varnomp, ha dioc’h ar pardaez he vannou a deu d’hon alaouri ; petra a fell deoc’h guelloc’h ?

— Oh ! meur a dra a garfen guelloc’h ; c’hui n’oc’h ket figuz evit doare, paour kez delien crenerez. Var dro ama, evit guir, eus nebeut a zeliou hag a dalfe keit ha me ; glaz oun ha gened am eus ; mes piou a evesa oc’h va gened ama e creiz ar c’hoad hag etouez an deliou all ? Evit guir em euz ama kement zo red ; ar gliz euz an Env a goez varnhon ; ar seo euz an douar a zao beteg enhon ; mes petra eo an dra-ze ? Sellit hag a c’hoez mad zo du-hont e kichen ar bleun eleac’h ma za ar guenan da bicota ! Eun ezen glouar a c’hoez varnomp, eme c’hui ; evidonme a venn mouga ama etouez kement all a zeliou a vir ouzin da velet ar vro. Ha gouscoude ar bed a dle beza ker brao ! Ama eo tenval etouez ar guez, eleac’h du ze a bell ez eus sclerijen vras. An heol a bar varnomp dioc’h ar pardaez, mes me garfe guelet an heol o sevel ; goude oll ar vuez didrouz ha cuzet-ma a zisplich din ; enouet oun. Daoust din da veza savet huel ama, n’em euz ato dirak va daoulagad nemet ar c’hoz guezen fao-ze a gavan divalo avoalc’h. Hag an amzer a ia en dro, ha bremaik e teui ar goanv, ha gantha… ar maro. Astomp afo-ta, va c’hoar, en em zistagomp ha tec’homp ac’hann. An avel hor c’haso ; da gre, da zioul evel ma vezo. Me a fell din mont evel al labous, varzu an oabl ; me fell din caout va frankis da redek var ar menez ; me fell din guelet a dost penauz e red ar voas dour a velan du-ze !

— Aoun a rit din o comz evelse, eme an delien elo ; crena a ran oc’h ho clevet. Collet, em euz aoun, eo ho skiant vad ganeoc’h. En em zistaga ? — tec’het ? — petra a zonjit-hu ? — Petra a roio skeud d’ar c’hoad-ma pa vezimp eat kuit ? Petra a c’holoio al loenedigou paour a deu ama da glask disheol ha frescadurez ? — Penauz e vevo ar vezen hon douk pa na vezimp mui ama da zacha varnezhi gliz an Env ?

— Petra ra an dra-ze din-me ? Bevet evel ma caro ; ha neuze deliou avoalc’h a jomo ama c’hoas var hon lerc’h.

— Credit a-c’hanon, ne viot ket eat a bell, n’en em gafot c’hoas reuzeudicoc’h eget na doc’h brema. Guelit hon oll c’hoarezed maro a zo aze dindanhomp goloet an douar gantho. Ar re-ze ive zo en em zistaget ; eur sourrad avel en deuz ho c’haset ganthan, ha dioc’h-tu en deuz ho lezet da goeza etre treid an oll, ha brema guelit e pe stad emaint.

— Bah ! bah! ar re-ze a ioa toc’hor hag anter varo oc’h ar scour ; n’oant ket cre avoalc’h evit kemeret ho frankis ; me a zo glaz hag e creis va ners hag a vouezo lacat va frankis da dalvout.

— Lakit evez ; ne zonjit ket pegement a enebourien hag a zanjerou a gavot var hoc’h hent.

— Me zo delien zero, va c’hoar, ha ne ket eur grenerez eo ez oun.

— N’oc’h eus-hu ket a zonch euz ar fagoder a reas kement a aoun deomp en nevez amzer-ma ? Lavaret a rea eveldoc’h : Mont a rancan da vale bro ; ama n’em eus nemet poan ha skuisder, mervel a ran gant an naoun, hag aliez soken n’em eus ket a zour da efa. — Mont a reaz e kær ; hogen gouzout a rit penauz ez eo distroet, toullet he zivoc’h gant an dienez, he galon fraillet gant an nec’hamant ; den n’en doa teurvezet sellet outhan. Gras eo bet ganthan kemeret adarre he vouc’hal ha dibri he vara du er c’hoad. Meur a hini all, eat ac’hann eveldhan da glask fred, n’o deus ket gallet zoken dont en dro.

— Bah! lod o deus chans, ha lod all n’o deus ket. Ar goumoullen a gaf ato avel evit he dougen, al labous a gaf ato eur c’hreunen bennag, hag ar voas dour a gaf ato eur c’han da redeg enhan.

— Al labous, ar voas dour, ar c’houmoul a zo eleac’h ma en deuz ar c’hrouer ho laket. C’hui a zo delien, hag ho plas a zo var ar scour.

— Ravoderez ! setu aze an avel o sevel ; mont a ran ac’hann ; chomit aze mar kirit, kenavezo…

— Distaga a ra, ha mont en avel, an diodez a zelien dero. Ober a ra fae var ar vezen ha var ar scour o devoa he maget. Hogen ne c’hellas mont na beteg ar menez na zoken beteg ar voas dour. Abenn an noz oa guenvet, dizec’het, astennet var an douar, breset gant treid al loened, roget, dispennet hag eat da netra.

An delien elo a voue furoc’h ; contant euz he stad, e vevas c’hoaz eur pennad mad var he scour ; ha ne voue discaret ac’hano nemet pa deuaz ar goan gant he reo da laza kement en doa bet buez epad an hanv.

Pe seurt kentel da denna euz ar fablen-ze ?

Setu ama diou pe deir.

Nep a fell dezhan en em sevel hueloc’h eget he gendere, a goez alies var he fri.

Nep a guita he vro, ep izom, dre frouden, en deus peurvuia keus re zivezad.

Nep a ia da glask guelloc’h eget en deus roet Doue dezhan, a gaf peurtiesa falloc’h.

————


EUN TOK ROZ
————

Eun den iaouang a deuas da c’houlen beza resevet en eur gouent. C’hoant en doa da zervicha Jesus ha Mari, hag e c’houlenne oc’h an tad abad penauz e c’halje ober an dra-ze.

— Hen ober a reot, eme an abad, mar kirit kinnigen bemdez d’ar Verc’hez eun tok roz.

Ha penauz e rin-me an dra-ze ?

— N’oc’h eus nemet lavaret bemdez, caloneg, an Ave Maria antercant guech, (da lavaret eo ar chapelet).

Ar manac’h iaouang a roaz he c’her da ginnigen an tok roz-ze bemdez da vam Doue, hag e kendalc’has d’hen ober pell amzer.

Hogen eun dervez e voue caset da ober eur gevridi bennag a bell, hag e treuze eur c’hoad braz o lavaret dre ma zea peden an æl. Setu pa zonje nebeuta eur vanden laeron oc’h en em gaout en dro dezhan, o cregi enhan, hag oc’h he gas dirag ho c’habiten. Hema, o sellet oc’h ar manac’h a velaz roz o tont euz he c’hinou, hag eur goulmik venn o tont da gerc’hat eur rozen, o nijal kuit, hag o tont adarre da gerc’hat eur rozen all, bep Ave Maria a lavare al lean mad. Souezet o velet ar burzud-ze, rag edot neuze e creiz ar goanv, ar c’habiten a falvezas dezhan gouzout petra oa ar prizonier-ze, petra oa bet, ha penauz en doa roz evelse d’ar mare-ze euz ar bloas.

— Me a zo manac’h, eme ema, ha n’em eus ket a roz.

— Me a vel roz o tont euz ho kinou, hag eur goulm o tont d’ho destum dre ma ho zaolit.

— Evit plijout da Zoue ha d’ar Verc’hez, abad va c’houent en deus lavaret din kinnigen bemdez da vam Doue eun tok roz o lavaret antercant Ave Maria. Hen ober a ran guella ma c’hellan ; marteze eo an dra-ze oc’h eus guelet.

— Me vel ervad brema, eme gabiten al laeron, ez oun eun torfetour bras, guelet a ran n’em eus great morse ar vad. Anat eo din brema ez euz eur barados. Assuri a rer e pardon Doue d’ar bec’herien. Me ia eta da ober tokou roz d’ar Verc’hez, hag e c’hellin esperout e teuio d’am zicour d’en em savetei.

Kerkent e taol he armou, en eur discleria d’he gamaradet e fell dezhan mont da zant Jakez da bardona, ha goude-ze en em denna eun tu bennak da ober pinijen.

Al laeron all, scoet ive gant ar c’hras, a droas kein d’ho micher heuzuz ha d’ho buez dizuch, hag a ieas d’he heul. Abenn eun nebeut sizunveziou goude m’oânt bet o pardona, e kemerent oll ar zae a vanac’h er gouent ma edo o chom al lean mad-ze en doa ho distroet oc’h Doue gant ar roz a ginnige d’ar Verc’hez o lavaret ar chapeled.

————


Ar c’hi Barbet oc’h ober scol
————

En eur c’hoad braz, a ioa loened enhan a bep seurt, eur c’hi barbet, eun doctor en doa great he studi, o veza bevet eur pennad mad etouez an dud, a zonjaz en em lacat da ober scol. Guelet a rea al loened iaouang er c’hoad-ze a ioa dizesk ha n’o doa tam sevenidigez. Fallout a rea dezhan-ta rei dezho eun tamik descadurez ha dreist oll deski dezho beva.

An doctor en doa brud, ha kerkent ha m’en doa digoret he scol, e tiredaz al loened iaouang a brez hag a vandennou da reseo he genteliou. Guelet a reat eno mesk e mesk leoned, tigred, marmouzien, leou, ebeulien, chas, kizier, oursien, etc., en eur ger, euz a gement gouenn loened a ioa er c’hoad.

An doctor a boanie ; ar scolaerien a zeske ; gouscoude al loened coz ne blije nemeur dezho an descadurez a roet d’ho bugale ; ne gave ket dezho e vijent scoliet dioc’h ho doare, ha dalc’h mad e teuent d’en em glem oc’h ar mestr scol.

Ar c’had a deue da rebech e voa cals re aounig he bugale ; ar bleiz en em glemme o lavaret e voa he vugale marlonk, ne voa netra evit ho c’harga. An tigr a gave he vugale cals re vuanek, re golerus. « Ha gouscoude, emezhan d’ar barbet, eo red o pefe laket anezho da drec’hi gouenn, rag ho mam oa ar vella euz ar mamou, n’oa drougiez ebet enhi, ha me a gaf din n’eus ket ken nebeut calz a zrougiez enhon. »

Ar marc’h a deuaz ive : asa, emezhan, mestr scol, va bugale a zesk ganeoc’h, sevel a ra canfardet anezho. Eur si braz avad a velan enho, kivioul int, an distera tra a zisplij dezho, emaint o criza ho discouarn hag o sevel ho divesker da rual. Mar ho deskit da veza kivioul evelse, ne raint ket calz a henor deoc’h.

Neuze e teuaz ar marmous d’en em glem euz he vugale a ioa desket dezho, emezhan, ober ariezou hag orbidou ha n’o devoa guelet morse da ober er gear.

Al leon a deuas goude, droug enhan : Doctor Barbet, emezhan, va map a zeskit da veza otuz ha digar ; eun orgouilluz e sao da veza. Ma n’hen deskit ket da veza hegaratoc’h, me hen tenno euz ar scol, hag a rai he scolia er gear dirak va daoulagad.

Al loened all a deuaz ive pephini d’he dro, ha pephini en doa eur rebech bennak da ober d’ar mestr scol.

An ourz a gave he oursien bihan pataok ; al louarn en doa aoun na deuje he vugale da veza re fin ; ar guic’her a gave dezhan e voa re a finv en he re ; ar penmoc’h a lavaraz en eur c’hrognal e teue he voc’hikou bihan lousoc’h lousa : caer a ioa ho goalc’hi meur a vech bemdez, e vezent ato goloet a gaillar pa zistroent euz ar scol. An azen zoken, en eur sifronellat a douaz ez ea bemdez sotoc’h sota he vugale. Skuiz oc’h ho c’hlevet, ar c’hi barbet a lavaras : va mignoned, eûnit eun nebeut ho pugale, ha roit skuer vad dezho, ha neuze digasit-hi d’ar scol.

————


An Azen hag ar Marc’h coz
————

Goude’n eost ema ar c’hiz da lacat al loenet er ragein. Eun tiec eta a gassas eun dervez, e miz guengolo, da eur foennec vras, he jatal oll en eur vanden. Bez’ e voa leou, saout, ejennet, denvet, kezeg, hag ive eun azen. Peuri a ioa beteg an daoulagad, hag ep dale e comansas starda varnezho. En em zestum a rejont e corn ar foenneg, en dizheol, da ober eun ean. Ar bourric a gredas en doa cavet eun dro vrao da ober eur brezegen. Diskuiz oa, n’en doa ket a naoun, ha neuze en he benn ez oa eur mennos pe eur zonch euz ar re gaera, ar pez ne zigouez ket aliez gant eun azen. Setu hen ta d’en em lacat e creiz ar vanden, sounn he benn hag he ziouscouarn gantha. Digeri a ra he c’hinou, evit prezeg, mes kenta soun a deuas er mæz a voa var eun ton ken huel ha ker skiltrus, ma spontas an oll loenet all oc’h he glevet. Guelet o pije leou, saout, kezeg, ho flumachen savet gantho en ear, o c’haloupat tu-ma, tu-hont, o clasc eul leac’h bennag da guzet. Ne jomas nemet eur marc’h coz a voa kignet he zrean dioc’h ar bass hag he gostou disvlevet gant ar sugellou. Hema n’en doa ket a c’hoant fringal ; rag pell a voa oa tennet he sponterezou dezhan.

An azen a voue souezet o velet he vanden gamaradet o tec’het kuit. Chom a reas he c’hinou digor eun nebeut ; gouscoude pa jome ar marc’h coz, ne fellas ket dezhan lezel he brezegen ep he ober. Setu-hen ta da goms evelen :

« Ha cavet oc’h eus-hu biscoas, c’hui pehini a vale ive aliez couls ha me, ha cavet oc’h eus-hu e nep leac’h loen ebet ken diot hag an den ? Ha cavet oc’h eus-hu loen ebet ker faeüs, ken dianaoudeg ! Emaint aze oc’h ober ho fouge gant ho gueziegez hag ho skianchou ; mes mar o deus eun tam goueziegez, eun tam skianchou bennag, da biou int-hi dleour a gementse ? Ha ne ket deomp-ni eo ha d’hon tadou coz ? Emaint aze oc’h ober ho fouge gant tenn-da-dok ha deus-da-Rom, gant kik-kelorn ha dilost-enez ; [2] mes penaus o divije anavezet ar re-ze panefe ni ? N’ho divije ket gallet ho miret. Var betra o divije-hi ho merket ? Ni eo on eus ho miret dezho ; ni on eus roet dezho peadra d’ho merca. Ia, ni hag hor gouenn ; hon tadou coz a roas ho c’hroc’hen da giviza evit ma vije merket varnezho ar skianchou-ze gant pere e ra brema an dud ho fouge. Ha guelit hirio petra rer deomp ! Eleac’h anaoudegez vad… Mes… Mont a ra droug enhon… »

Ama an azen a rencas tenna he halan, hag araog m’en doa bet amzer da gomans eur ribustennad all, ar marc’h coz a respontas :

« Ne vouien ket, aotrou azen, e tlie an dud gueziec, an dud a skiant kement a anaoudegez vad d’an ezen. Mes pa hel livirit, e cavan couls cridi. Ia ia, lavaret mad a ellit, an dud so dianaoudec. Sonjal a ra din evel kent e lakeont brema ho croc’hen da ober taboulinou evit encanti oberou ha taoliou caer ho tadou coz. »

Ar bourric pehini ne c’hortoze ket eun hevelep respont, a voue ker saouzanet ma collaz ar goms, hag abaoue ne gredan ket en defe lavaret ger. Nag a dud so, hag an nep ho c’hlefe o coms, a lavarfe e ve hi ive pe ho zud o defe great kement taol caer ha kement tra burzudus so bet great var an douar ; hag alies n’ho deus ket bet enho an distera pers !

————


Ar C’hantonier hag he garrigel
————

Eun dervez eur c’hantonier, savet mintin mad, ha digouezet var he hent braz eun tamik re abred, eur pennad araok ma voa deut ar mare da gregi en he zervez, a azezas var he garrigel, pe mar kirit he c’hravas-rodellek pe he vroueten, hag evit tremen he amzer, en em lakeas da ober eur brezegen dezhi. Ne ouzon ket hag hen a voa crog ar big en he scouarn, ar re o deus digasset din he gomzou, n’o deus lavaret ger a gementse. Ar pez zo sur eo e voa helavar braz en deiz-ze. Setu ama-ta penauz e comze oc’h he garrigel :

O va c’harrigel baour, nag a blijadur am eus-me oc’h azeza varnout ! Eur roue var he dron ne gaf ket ker soubl ar plun hag an tapissou alaouret a laker dindanhan, evel ma cavan-me da blench p’am be laket va c’hroc’hen maout dindanhon. Ama, avechou mintin mad, avechou goude va meren, avechou pa vezan skuis, me a ra pennadouigou cousket, hag a zach bouilladou moget euz an tamik benvek-ma a ia ato d’am heul, hag a ve eur c’hlac’har evidon ma teufen d’he derri. Ama, moredet pe anter gousket, me a gleo an alc’hueder o sevel en ear, me a gleo ar goucou o cana, me a ra uvreou euz ar re vrava…

Sell, petra eo an trouz-ze a glevan ? Petra zo erru aze da gas va uvre-me kuit ? Ah ! eur c’harros caer ; avoalc’h a ia euz ar seurt-ze dre ama. Mont a reont evel an avel ; strinca a reont ar pri ouzoc’h en eur dremen ha te, va c’harrigel baour, ma na vijen ket bet eveziant, ma n’am bije ket kemeret a zoursi ac’hanout, pell a zo e vijes bet bruzunet gantho. Hogen ar re a zo enho, hag hi zo eurussoc’h egedonme ? Ne ouzon ket ; gouzout a ran couscoude e velan aliesoc’h a zen trist eget a zen laouen er c’harroziou alaouret-ze. An dud-ze o deus re a zanvez ha re a draou d’en em emel anezo evit ma c’helfent caout plijadur var an douar. An dud-ze o defe izom da veza d’ar memez heur e Kemper hag e Brest pe e Montroulez, pe zoken e Paris. Anat avoalc’h eo dioc’h ar prez a vez ato varnezho. Evidonme a gaf din em euz amzer avoalc’h ; ne garan ket, o va c’harrigel, ruilla ac’hanout re vuan. Abred avoalc’h e cavo din e vezo uzet da ael ha da rod, ha me a garfe e padfez keit ha me. N’em eus ket izom da gemeret kementse a brez na da gaout eur bern danvez evit beza eürus. Gant m’am bezo dillad mad da lacat en dro din ; dillad dister, mes goest d’am dioual oc’h ar goal amzer, gant m’am bezo eun tiik soul goudor evit an noz, eun tam bara du evidhon, evit va greg ha va bugale, me a vevo dizoursi, dizoursioc’h eget an aotronez vraz hag an oll dudchentil a velan o vont hag o tont dre an hent-ma.

Gouscoude m’am bije bet eun tamik muioc’h a zanvez evit am eus… ar vugale a vije bet savet ha scoliet guelloc’h ; va fried ha me on divije gallet en em zelc’her gant muioc’h a zoare… Mes bah ! perag en em staga oc’h madou an douar ? Evit beza ne ket bras va fae, n’eus ket manket c’hoaz a vara em zi, hag em eus gallet ato beteg hen caout bep sul va zam butun ha va banne chigoden. Ha biscoas va c’halon ne deo bet stag oc’h an danvez ; biscoas n’em eus bet avi oc’h an dud pinvidig, ha perag e teufen-me da gaout avi outho brema ?

Hogen, sell, petra zo erru aze adarre ? han ! eur vanden loenet. Marc’hadourien o deus credabl, baleet epad an noz. Setu aze c’hoas re all hag a gemer poan evit gounit arc’hant. An anter euz an amzer ne vezont e guele ebet. Me da viana a ell ato tremen an noz dibreder em hini. Em lochen baour hag etouez va zruillou ec’h ellan diskuiza va izili o c’hortos mont adarre antronos d’am labour. Guir eo, o va c’harrigel gez, n’em eus nemeur a dra. Ma ve red din diloja, ganes-te ha gant va divrec’h e casfen avoalc’h va oll danvez eus va lochen da eul lochen all. Daou vele guial, eur c’houfr, eun daol, eur pot houarn ha teir scaounik, setu va oll arrebeuri.

Alo ! va c’harrigel, deomp adarre, rak deut eo ar mare da gregi el labour. Dek vloas zo emaomp bemdez var an hent-ma. Pet servich n’ec’h eus-te-ket rentet din ? pet guech outhe servichet din da gador da gemeret va zamik pred, ha da vele da ober va moreden ? pet guech n’out ket servichet da garros d’am bugale ? ha pa ho guelen o kemeret ho ebat ganhez, pa ho c’hleven o c’hoarzin hag o safarat ker mao ha ker gae, e sonjen e voant ken euruz hag ar vugale a dremen ama e carroziou caer.

Esper am euz e renti c’hoas servich din. Me ell chom da veza coz ; me ell beza mac’haniet, ha neuze em dougi ; ha ma ve red din mont da glask va bara, te am dougo ma ne allan ket bale, hag erfin goude va maro, ec’h alfez servichout da gas va c’horf d’ar vered.

Var gement-ma hor c’hantonier a grogaz adarre en he labour en eur vouscana, o c’hortos caout an dro da ober eur gaozeaden bennag all c’hoas gant he garrigel.

————


An daoulagad hag ar fri.
————

Doue en deus laket var drem pep den daou brenest a c’halvomp daoulagad, hag e creiz etrezho ho daou, eun tamik torgen hag a hanvomp fri. N’en deus ket roet avad d’an oll daoulagad ker sclear ha ker sclear, hag ar friou ive a zo aliez cals kem etre ho ment.

Evelse eur c’hanfard ha n’em eus ket izom da henvel en doa bet digant Doue eur re zaoulagad dister avoualc’h. Bervel oa ; hag e zaou brenest, bihan an digor anezho, a zourenne dalc’h mad, en hevelep doare ma ne vele avechou couls lavaret berad. En eskem en doa bet eur fri ha ne voa souc’h ebet er c’harter hag a vije goest da veza laket e kem ganthan ; unan euz ar friou-ze a hanver mouger-goulou, hag a c’hell disc’hlavi, dizheoli ha goudouri ar re en em gaf en ho c’hichen.

Perc’hen ar fri, evel ma voa fallig avoalc’h he velet, a gemeraz abred lunedou, hag ho lakeaz a c’haoliad var an dorgen etre an daou brenest. Ar fri avad, fouge evel a ioa enhan gant he vent, dre ma crede ervad e voa sell an oll varnezhan hag e tlie beza guelet ar c’henta e pep leac’h, a ieas counnar enhan, hag a lavaras :

— Petra, me eo mevel an daoulagad ? me vezo red din beza bass evit dougen sam an traou picouzet-ze ? Ma n’int ket evit ober ho zreuz ho unan, mar o deuz izom sicour, kemeret mar keront, ha lakaent-hen eleac’h ma carint, evidon me ne vezin ket ho zervicher, ha braz avoalc’h a gaf din oun evit ober va stal va unan.

Var gementse ar fri a ra eun hejaden, hag a string al lunedou d’an douar.

Hogen an den keaz en em gavas neuze nec’het avoalc’h ; evel ma voa fall he velet, ne vouie nemeur peleac’h e zea. Kenta guech ma zeas da vale, ez eaz eün da steki he benn oc’h ar voger, hag evel ar fri a lakea ato he veg araog, ar fri a voue tognet. Eun derveziou bennak goude en devoue eur stocad all c’hoas goassoc’h ; en dro-ma e voue gouliet a zoare ; en hevelep doare ma voue tost d’ar c’hrign-beo cregi enhan.

Abaoue eo eat al lorc’h anezhan, ha zoken en deus pedet he berc’hen da gemeret lunedou adarre, hag en em gargo d’ho dougen keit ha ma caro.

Er bed-ma, evel a velomp, o deus dalc’h mad izom an eil euz egile, hag an traou otuz ha faeüz a vez discaret peurliesa hag a zigouez gantho aliez caout keus re zivezad.

————


Ar Barier, ar Fagoder hag an Azen
————

Guechall e voa e kær Bagdad eur barier dispar. Dornet mad oa, hag ar brud anezhan a ioa en em skignet tro var dro. Kementse a lakeas kement a fouge hag a vrabans enha, ma ne brije mui ober ho baro nemet d’ar re vras, d’an dud a reng huel. Pa deue re all d’he stal, e lakea he botred, he vevellou d’ho zouza.

Hogen eun dervez eur fagoder paour, a c’houneze he vouet o verza eun tam coat bennag ha ne vouie ket pebez brabanser oa Ali, (rag Ali a reat euz ar barier), a deuas da ginnigen dezhan eur zamik keuneut var gein eun azen. Ali ne brene morse ar pez en doa izom nemet a vraz, hag a ioa fae gantha prena keuneut evelse dioc’h ar zam. Evit eta rei kentel d’ar fagoder ha deski dezhan eur vech all da biou mont da ginnig he zammou keuneut setu hen o lavaret :

— Pegement da zamm keuneut ?

— Kement-ma.

— Din eo ; mes ive kement tam coat so var da azen a vezo din.

— Petra-ta, eme ar fagoder.

Pa voue dizamet al loen ; hag ar bas, e me ar barier ! ar bas zo coat hag evelse eo din ive, rak lavaret em eus : kement tam coat zo var an azen.

Ar fagoder souezet, a fell dezhan rebarbi ; mes Ali a ra d’he vevellou cas ar bas gantho, a ro he arc’hant d’ar fagoder, hag her bount er meaz euz an ti.

Ar fagoder a red da gaout ar C’hadi (ar gouarner) hogen al lezen a ioa en he enep, hag ar C’hadi ne ellaz ober netra evithan. Mont a reas neuze da gaout hema, da gaout hennont ; mes nicun ne elle terri al lezen evit he zicour. Erfin o veza cavet ar C’halif, (roue) he unan var ar ru, en em daolas d’he dreid hag e lavaras dezhan petra a ioa digouezet gantha. Ar C’halif a lavaras dezhan evel ar re all, ne alle ket terri al lezen, mes soubla a reas da lavaret dezhan en he scouarn eur ger bennak goustadig, hag ar fagoder a ieaz ac’hano laouen bras goude beza stouet teir guech bete’n douar.

Eun nebeut dcrveziou goude, ar fagoder en em gavaz adarre e kichen dor ar barier faeüs. Mont a ra en ti : Clevet em euz, emezhan, oac’h eur barier dispar, hag ez eus savet c’hoant ganhen da velet va baro troc’het ganeoc’h. Evit pegement e rafac’h va baro ha va c’hribel din-me ha d’am c’hamarad zo aze er meaz ? Ali, evit cas ar fagoder en he dro, a c’houlennaz eun dornat mad a arc’hant ; ar fagoder avad hen dalc’has dioc’htu e ger.

Setu eta ar barier otuz o kempen he varo hag he vleo d’ar fagoder. Pa voa echu : lavar d’as camarad dont, emezhan. Ar fagoder a ia da gerc’hat… he azen a ioa e toul an or. Ar barier en em laca da loskel leoudouet ha da lavaret ne voa netra c’hreat etrezho. Ar fagoder her gortoze eno. Redeg a ra da di ar c’halif, hag hema a gas dioc’htu tud da ger-c’hat ar barier, o c’hourc’hemen dezhan digas gantha he razouer hag he zizail, pe he wencle.

Pa voa digouezet, ar c’halif a ziskuezas dezhan eur vanden zoudardet a ioa eno bizier gantho en ho daouarn evit larda dezhan he gein hag he gostou, ma ne rea ket dioc’htu ar pez en doa prometet d’ar fagoder. O velet-se, ar barier a goezaz he veudig en he zorn, hag en em lakeaz, en eur grena, da ober he varo hag he gribel d’an azen. Cals saoun a rencas da gaout, ec’h ellit cridi, ha goaperez avoalc’h a glevaz epad ma rea he dam labour. N’oa ket re otus pa voue lezet da vont ac’hano. Ar fagoder en devoue eur zom ac’hant digant ar C’halif pehini a voue meulet ha trugareket gant an oll da veza discaret evelse fouge ha brabans ar barier faeüs.

————


Ar Barz ha Mevellou ar Roue
————

Eur barz en doa great eun nebeut guerziou evit meuli he roue.

Ar guerziou-ze a voue diskuezet d’ar prins ; plijout a rejont dezhan, hag e lakeas kemen ar barz d’he gaout evit lenn he unan he verziou dirazhan, hag epmar evit he zic’haoui mad euz ar boan en doa bet ;oc’h ho ober.

Ar barz a ia eta d’al lez d’an dervez merket dezhan. Hogen ne dear ket var eün bete cambr eur roue evel ma zer da di eur paour kez. Eno e caver gardou, mevellou, servicherien, tud a lez hag a zo red tremen dioutho avechou evit gallout mont beteg ar prins, hag a zo alies zoken muioc’h da ober gantho eget gant ar prins he unan. Ama an dud a lez a vouie evit petra e teue ar barz, ha n’o devoa douet ebet na vije paet mad he verziou dezhan. Ma en em lakejont da glask an tu da denna digant ar barz eul loden euz ar pez a vije roet dezhan.

Pa zigouezas potr ar guerziou e kichen an or borz e cavaz eno gardou hag a lavaras dezhan ne daje ket larcoc’h ma na bromete rei dezho eul loden euz ar gobr a dlie ar roue da rei dezhan. Goude chipotal eun nebeut, e roaz he c’her da rei dezho an drederen euz ar pez en divije.

Digouezet e dor an ti, e voue dalc’het adarre a za gant mevellou ha mitizien. Red e voue ober eur marc’had all, ha prometi eun drederen all d’ar re-ma.

Neuze e c’hellas mont bete dor cambr ar roue. Hogen ama ar botred a gambr a c’houlenne ive ma vije goalc’het ho daouarn dezho. Kement ha ker bian ma voue red d’ar barz kez prometi an drederen diveza, en hevelep doare ma vije red dezhan rei oll ar pez en divije ha ne chomje ganthan he unan nemet an henor.

Erfin e c’hellaz ar barz mont beteg ar prins, hag o veza resevet urs da lenn he verziou, en em lakeas d’ho distaga a zoare. Hogen dre ma zea e chenche geriou, e chenche pennadou guerz. Eleac’h geriou a veuleudi e lakea geriou all hag a daole dismegans var ar roue. Ar prins a ieas kement a zroug enhan ma c’hourc’hemennas rei cant taol baz d’ar barz evit recompans. Ar barz en em daolas d’an daoulin dirag ar roue :

— Va frins, emezhan, m’o pefe ar vadelez da c’hourc’hemenn rei c’huec’hugent taol baz din eleac’h cant ?

— Perag, eme ar roue souezet ?

— Abalamour ma em eus va recompans da ranna etre tri rum, hag e vezo esoc’h cals d’in ober va rann, em bezo daouugent da rei da bep rum.

Neuze en em lakeas da gonta d’ar roue ar marc’hajou a ioa bet red dezhan da ober araok dont beteg enhan.

— Oh ! mar d’eo evelse eo, eme’r prins, lakeomp tri c’hant ; eur c’hant da bep rum ne ket re, ha var an tom e lakeas rei eur zaeat taoliou baz d’he botred a gambr, d’ar zervicherien a zioualle dor an ti ha d’ar gardou a zioualle an or bors.

Neuze ar barz a lennaz he verziou evel ma en doa ho scrivet, hag ar prins, goude an tam plijadur en doa bet, a baeas drus dezhan ar meuleudiou en doa laket var baper.

An dra-ma zo digouezet pell zo ; hogen, evel a velit, hed ar vech eo bet ar c’his gant ar re zo en dro d’ar brinsed, en dro d’ar re vras, da ober ho bloue divar goust ar re o deuz izom euz ho mestr ; ha bep en amzer en em gaf eun den ijinuz avoalc’h evit rei kentel dezho.

————


An den hag ar c’hoanen.
————

Pep tra a zo fouge var an douar, eme ar fur Salomon. Ar fouge a gaver e kement rum grouadurien en deus buez er bed-ma. Goulennit digant kement rum loened zo en ear, er mor ha var an douar, ha pep rum anezho a lavaro deoc’h ez int ar re genta euz a gement zo bet crouet gant Doue. An den he unan, daoust d’he speret, ha marteze dre ma en deus speret, a bouls c’hoaz ar fouge larcoc’h eget ar grouadurien all.

Eun den deut var an oad, eun den fur, da viana var he veno, a ioa eun abardaesvez, en hanv, azezet var eul letonen e doug eur c’hleuz o sellet oc’h an heol o vont da guzet. An oabl a ioa digoumoul, hag ar guez, an deliou, ar geot, pep tra a ioa evel alaouret gant bannou an heol o para varnez-ho. Hag an den-ma a lavare outhan he unan : « Nag hen zo braz an den evel kent ! Nag hen a c’hell sevel huel he benn o veza roue euz eur bed ker caer ! Rag hen eo roue an oll grouadurien ; mestr eo var gement en deus buez. Evithan eo en deuz ar c’hrouer great kement a zo ; an heol-ze ker skeduz, ar guez a velomp gant ho deliou, ho bleun, ho frouez, an douar oll, gand he loened, ar mor gant he besked, an ear gant he laboused. Ia, ia, an den a zo roue var an traou-ze oll. » Ha va den en em c’hoeze dre ma comze. Lavaret en divije c’hoas marteze meur a dra panefe eur c’hoanen a ioa oc’h he silaou etre he ziouscoaz hag her pinsaz neuze beteg ar goad. An den a reaz eur scrijaden, hag a astennas daou vez da zonjal paca he enebour. Ar c’hoanen avad a vouezas brao en em guzet, hag o tec’het e lavare : « Ia, ia, gra da fouge ; lavar out roue ; lavar zoken mar kerez out Doue ! Me da viana a dle ato beza laket en da raok peo guir en deuz ar c’hrouer roet ac’hanout din da vagadurez ! »

Pe seurt kentel da denna euz ar fablen-ma ? Guelet a reomp mar d’eo an den roue ar grouadurien dre he ene a zo crouet dioc’h henvelidigez Doue, dre he gorf great a bri evel al loened all en em gaf e meur a c’hiz izeloc’h egetho. Eur c’hoanen, eur c’huibuen a ra poan dezhan, a zo trec’h dezhan. Eur c’hoanen, eur c’huibuen a voar guelloc’h clask ho zam ha pourvei d’ho izomou eget na voar an den. N’en deuz eta an den leac’h ebet d’en em fougeal, rag an distera euz ar grouadurien a c’hell lavaret dezhan : Me dal hirroc’h egedout.

————


Ar poder faeüs
————

Eur poder, den a zoare, mes ive leun a fouge, a rea fae var he genseurt, abalamour m’en doa gallet destum eun nebeut arc’hant, ha m’en doa eur c’har hag eur mul da gas he varc’hadourez e kaer, ar pez n’o deus ket an oll boderien. Lorc’h a ioa enhan, hag e veze clevet o lavaret aliez : ha ne ket me eo am eus gounezet an danvez-ma ? ha ne ket me eo am eus savet va stal evel m’ema ?

Oc’h en em fougeal evelse e teuaz ep dale da ancounac’hat en doa guechall gouezet pidi ha goulen oc’h Doue rei he vennos d’he labourou.

Dont a reas n’en doa mui a feiz, ha ne grede mui netra euz ar pez en doa credet en he vugaleach. Clevet en doa, emezhan, tud a zoare o lavaret ne voa an traou-ze nemet grac’hetach, hag e cave eaz ober dioutho. Hogen evit ar poder an dud a zoare e voa ar re o deus danvez, hag hen savet eun tamik stal ganthan a gave dezhan ne dlie ive mui kemeret skuer nemet digant ar vondianed. Fae e vije ganthan dougen he briach var he benn pe oc’h he chouk.

Eun dervez eta edo hor poder, braz an tam anezhan, o vont d’ar gær dosta da verza he briach. Eun tremeniad a zigouez, hag a lavar dezhan :

— Da beleac’h ez it evelse ?

— Mont a ran e kær da verza va fodou ha va fodezou.

— Ha sur oc’h-hu da vont beteg eno ?

— Ha perak ne venn ket ? eme ar poder o sevel he vruched.

— Abalamour ne c’heus ket lavaret evel ma rea da dad :

E kær em eus sonch da vont, mar plich gant Doue.

Eur zao d’he scoaz hag eun taol fouet d’ar mul, setu ar respont a roaz ar poder d’an tremeniat. Hag hen ac’hano en eur c’hrosmolat : mar plich gant Doue ! ia da, mar plich gant Doue sur e zin e kær, ha ma na blich ket e zin ive.

Hogen an tremeniat-ze oa sant Per digaset var hent ar poder da glask he c’hounit. Sant Per a bignaz en Env da lavaret penauz oa bet digemeret. Doue ne lavaras ger.

Eur pennad ac’hano ar poder a zigouez ganthan eur vaouez. Houma oa mam Jesus deut ive da glask he zistrei oc’h Doue. « Va mignon, emezhi, peleac’h ezit-hu evelse ken otuz ha ker faeüs ? »

— Mont a ran e kær da verza ar pez a zo din.

— Ha n’oc’h eus-hu aoun rak netra ? ha sur oc’h-hu da vont bete penn ho peach ?

— Aoun rak petra ? eme ar poder skeulf he zaoulagad.

— Eur mestr a zo en Env, hag a zo ato red caout he otre…

— Han ia, Doue, ne ket-ta ? It gant hoc’h hent, maeronez, ha va list-me. Pe e roi ho Toue he otre pe ne roi ket, me a ielo e kær.

Ar vam a drugarez a dec’has buan evit miret na glefche mui blasfemou ar poder, hag a voue red dezhi mont, glac’haret, da lavaret d’he map penauz oa bet kemeret he c’hevridi.

— Me a velo c’hoaz, a lavaras Jesus, ar pastor mad ; me a velo c’hoaz ha ne c’hellin ket dizrei an danvad dianket-ze.

Setu hen o kemeret ar furm euz eur bugel, evel ma en devoa pa edo e Nazareth, ha pa zente oc’h Mari ha Joseph.

Mont a ra var an hent a ziarben d’ar poder :

— Va den mad, emezhan, peleac’h e zit-hu ?

Ar poder, droug enhan, a dolaz eur sell treus var ar bugel.

— Ha fors zo dide, mec’hiog, emezhan ; ha kementse ep evesaat eun tam oc’h genet dispar ar bugel Doue.

— Ne felle din, eme ar bugel, nemet reketi deoc’h beach vad, ha pidi Doue d’ho ren ha d’ho tioual.

— Kea alesse, laouek zo ac’hanout, ha ro peoc’h din-me gant da Zoue ; me en em ziouallo va unan avoalc’h.

Jesus a zavaz he zaoulagad varzu an Env, evel evit goulen oc’h he Dad na loskje ket ar gurun da goeza var benn an den cablus-ze. Neuze e savaz en Env, en eur c’houlen ober c’hoaz eur burzud evit digeri he zaoulagad d’ar pec’her reuzeudik-ze.

Ar poder, muioc’h mui a fouge enhan hag a fizians enhan he unan, a iea gant he hent en eur gonta pegement a arc’hant a dennje euz he briach. Sonjal a rea e c’helje ober eur c’har nevez coantoc’h ha souploc’h ; eleac’h diou rod en divije peder ; eleac’h eur mul en divije daou.

Hogen epad ma tremene ar soniou caer-ze dre he speret, ar mul hag ar c’har a ioa eat da vord an hent, hag ez oa dirazho eun islong, hag e goelet an islong eur poul dour pe eul lagen doun meurbet. Pa velas kementse, ar poder a ro a ners corf eun taol fouet d’he vul ; ar mul a ra eul lam, eleac’h avad distrei var an hent, e za var he benn en islonk, car, priach ha perc’hen. N’em eus ket izom da lavaret petra zigoezas gant ar priach. Evit ar mul hag ar c’har a voue beuzet, a ieas d’ar gouelet. Ar poder, paket he unan da genta dindan, a efas muioc’h eget en doa c’hoant da ober. Sevel a c’hellas gouscoude var gorre ha cregi en eur mean a deue he benn eur pennad euz ar vri ; delc’her a c’helle evelse he benn er meaz euz an dour. Ne c’helle ket avad sevel hueloc’h caer en doa clask cripat ha terri he ivinou ha lacat he viziet leun a c’hoad ; rag ar vri a ioa sounn hag a rea zoken bolz a ziouthan.

O velet-se ar poder a doue hag a vlasfeme evel eur c’hrouier, pe kentoc’h evel eun den daonet. E guirionez n’oa ket goal vrao ar stal ganthan eno, an dour ne dlie ket beza re dom, rag an dra-ma a ioa da noz Nedelec. Clevet a rea tud divar ar meaz o tont dre an hent euz ar pelgent, lod anezho o cana eun nouel bennag en henor d’ar mabik Jesus. Ar poder a grie, mes an avel a ioa cre, hag he vouez, euz an toul-ze, ne dea ket beteg an dremenidi. Kementse hen lakea da doui ha da egari goasoc’h goas.

Hogen araok fin an noz e savaz arneu, ar gurun a deuas da groza, eur glao dourbil a goezaz, hag an dour a greske hag a huelee en toul lagen. Strafuillet oll ar poder a vele ez ea an dour da c’holo he benn, hag e voa great ganthan.

Ouspen-ze skuis maro oa, he nerz a iea da vancout dezhan, he zaouarn a ioa cropet, hag e vele ervad e tiscrokje ep dale euz he vean. Al luc’het hen dalle, hag e sante an dour o sevel beteg he c’hinou. Neuze gouscoude, en he strafuil e teuaz euz he c’hinou ar c’homzou-ma :

— O va Doue ! O va Jesus ! va zaveteit ; mont a ran da goll !

Ar beden-ze a ioa eun eulfen a feiz a zihune e gouelet he ene. Kerkent e teuaz eul luc’heden scrijuz hag eun dalm gurun ker cre ma reaz eur grenaden ar volz azioc’h he benn, ha ma coezaz, a gostez dezhan, eun dolzennad vraz a zouar hag a vein.

O burzud ! ar bern douar ha mein-ze a reaz evel eur c’hleuz en toul lagen, bag el leac’h a behini e voant distaget e voa eur ribin dre behini e c’hellaz ar poder cripat ha sevel euz an islonk var an hent.

He gar hag he vul en doa collet, mes he vuez a ioa e savete, hag e zea ac’hano d’ar gær difouge.

N’oa ket eat a bell pa zigouezas ganthan eur beacher :

— Da beleac’h e zit evelse, poder ?

— D’ar gær em eus sonch da vont, mar plich gant Doue, da labourat var va micher.

— Doue r’ho tiouallo, va breur, eme an tremeniat.

Hema oa sant Ian digaset gant Doue da velet ha distroet oa ar pec’her-ze outhan. Buan e zeas da gaout Jesus da gas dezhan ar c’helou laouen, hag an selez a ganaz ar c’hantig a laouenedigez a vez en Env pa zistro eun danvad dianket da graou ar pastor mad.

————


DEK MIGNON
————

Eur musulman pinvidik braz, hanvet Kader, n’en doa nemet eur map. Ar map-ze, hanvet Saïd, o velet kement a zanvez dezhan, a daole aour hag arc’hant a leiz he grabanou, a zeou hag a gleis. He dad a garie kement he vap, ma hen leze da ober ar pez a gare ; gouscoude en devoa nec’h o velet pe ger prodig oa, hag o veza coezet clanv, e sonjaz oa deut ar mare dezhan da rei kentel d’he vap. Her gelver a reas-ta, hag e lavaras dezhan :

— Va map, pe gen doun bennak ma ve eur puns, pegement bennag a zour a ve enhan, a fors da denna anezhan, hen dizec’her ; ar ialc’h a c’houlonderer c’hoas buanoc’h. Oc’h ho kuelet o rei, em euz aoun na deufac’h da baour goude m’am eus labouret epad va buez evit pellaat ar baourentez diouzoc’h, rak me he anavez, ar baourentez zo casaüs.

— Va zad, eme Said, ho rebechou a ra poan din ; gouzout a rit n’en em roan na d’an dizurs na d’ar c’hoariou. Ma roan calz eo evit caout mignoned ; ha n’oc’h eus-hu ket lavaret din cant guech ne voa tenzor ebet ker presiuz hag eur mignon fidel ?

— Hel lavaret a ran c’hoaz, ha mar oc’h eus gallet, gant an oll arc’hant oc’h eus dispignet, caout eur guir vignon, ne ran mui rebech ebet deoc’h.

— Eur mignon, va zad ? lavarit dek-ta ! ia dek mignon am euz aze hag a ve prest da rei ho danvez hag ho buez evidon.

— Eurusoc’h oc’h neuze egedonme, eme an tad ; epad pevar ugent vloas n’em eus gallet caout nemet eur mignon hag a c’heljen fiziout enhan. Hogen ha sur oc’h-hu euz ar vignoned-ze ? Ma ho lacafac’h en amprou, ho guelfac’h marteze o trei kein deoc’h.

Saïd a glaske difen he vignoned. Kader avad a lavare ato ne grede ket e vijent mignoned fidel. En em glevet a rejont eta d’ho lacat en amprou. Saïd a lazaz eul leue, a lakeaz al leue-ze en eur zac’h hag a ieas ganthan da amprou he vignoned.

Mont a ra-ta dindan nos da di unan euz he vignoned. Hema a deu a brez da zigeri dezhan, a ziskuezaz eur joa vraz oc’h he velet, hag a c’houlennas diganthan petra a c’helle da ober evit renta servich dezhan.

— Va mignon, eme Saïd, eur servich am eus da c’houlen diganeoc’h hag a vezo talvoudek braz evidon. Savet ez eus tabut etre eun den iaouang ha me, hag em euz he lazet ; ema he gorf ganhen ama er zac’h, hag ho pedan d’am zicour d’he guzet.

— Den reuzeudik, eme egile, muntrer ! kea alesse buan, ha tec’h… hag e serraz he zor.

Saïd a ia da di eur mignon all. Hema a reaz evel ar c’henta, hen digemeras la ouen ken n’en doa clevet euz a betra ez oa menek. Neuze ive e chenchas min hag en em zisc’hreas buana ma c’helle euz ar muntrer.

Mignoned Saïd a reaz oll dezhan evelse an eil goude egile. Unan a roaz ali dezhan da deleur he zam er ster ; eun all her gourdrouzas d’hen discuil d’ar justis ma na dea ket buan euz he di ; nicun avad ne asantaz he zicour da guzet ar c’horf, oll o devoa aoun na vije credet o doa kemeret perz e torfet ho mignon.

Saïd a zistroas neuze da di he dad ;

— Ahanta, n’em oa me ket lavaret dit ? eme Kader. Brema e velez petra a zo da fiziout e mignoned ! Me, evel am eus lavaret dit, n’em eus bet hed va buez nemet eur mignon, Ali. Kea d’he gaout ive, ha me zo sur, abalamour din-me, e raio dit guel- loc’h eget o deus great da vignoned da unan.

Saïd a ieas da di Ali. P’en doa contet dezhan he afer, Ali a lavaras dezhan, deut buan en ti, ne ket bez e ve ar justis var ho lerc’h, ar pez zo da ober eo cuzet hoc’h unan ken na vezo guelet. Marteze en em lacan e danjer evit ho sicour, mes ne zilezin ket map va mignon.

Evel a veler, ar vignoned fidel zo rouez.

————


MARVAILLOU.
————

Eur marc’hadour cos-traou en doa laket scrifa, e lizerennou braz, a zioc’h dor he di, ar c’homzou-ma :

Ama e roer pep tra evit anter briz.

Eun tremeniat o veza guelet kementse, a ieaz en ti hag e touez cals a gostraou a ioa eno da verza, e velaz eur fuzil chasse, a zaou denn, hag a ioa c’hoas mad evithi da veza bet e servich.

— Marc’hadour, emezhan, pegement ar fuzil-ma ?

— Antercant lur, eme ar marc’hadour.

An tremeniat, ep chipotal, a ia d’he c’hodel, hag a laca pemp lur varnugent var an daol.

— Antercant lur eo am eus lavaret deoc’h, eme ar marc’hadour, ne ket pemp lur varnugent.

— Ia, me voar vad, mes ha n’oc’h eus-hu ket merket azioc’h ho tor e roac’h pep tra evit anter briz ?

Ar marc’hadour a scrabaz he benn, hag abaoue e leverer en deus chenchet comzou azioc’h he stal.

————

Eur c’habiten a lestr en doa eun tam labour da ober var ar Pont ha n’en doa ket a dud avoalc’h. An eil, da lavaret eo, he letanant a voa en eur penn euz al lestr o lacat martolodet da gempen ar goueliou. Ar c’habiten a griaz outhan :

— He ! Letanant ; pet martolod zo ganeoc’h aze ?

— Nao zo, cabiten.

— Mad, digassit din an anter anezho.

Penauz a rai al letanant ?

— Serjant, petra rafac’h din ma lavarfen deoc’h ne doc’h nemet eur… banezen ?

— Petra rafen ? Da lacat en toull da zeski parlant.

— Ha ma na rafen nemet he zonjal ?

— Oh ! sonjal ! me n’em eus netra da velet var ar sonjou.

— Mad, serjant, sonjal a ran ez oc’h eur banezen eus ar re deoa.

————

Eur merour a lavare da berc’hen he zouar : Aotrou, na c’hui a zo teo !

— Teo, eme an Aotrou, petra fell dit da lavaret ?

Ar merour a vel eo faziet, hag a hast buan dressa he fazi.

— Pa lavaran teo, Aotrou, me fell din lavaret teo a gorf ; rag evit a speret oc’h tano avoalc’h.

————

Eun demezel a voa crog ar sifellat enhi hag e doa c’hoant da c’houzout petra da ober evit parea. Goulen a reas digant eun amezec :

— Petra a rit-hu pa vezit sifellet ?

— Petra ran ? Strefial ha passaat.

————

Bez’ez eus tud var an douar hag o deus eun ijin burzuduz evit espern ho arc’hant. Setu ama unan hag a alle servichout da skuer var gementse. Er c’heriou hag er bourcou e veler var ar mogeriou azioc’h doriou an tiez, renkennadou lizerennou scrifet evit diskuez petra a verzer pe a gaver en tiez-ze, hag avechou zoken e caver eno peziou caer scrifet e lizerennou bras.

Eun dervez, o tremen dre C.., eur beacher a gavaz eno eun anaoudegez d’ezhan, an aotrou Z…, crog e dorn he vap, eur potric c’huec’h pe seiz vloaz,

  1. Lod a lavar daou ugent
  2. Pentateuc, Deuteronom, Ciceron, Demosthenez.