Kentoc'h mervel/Trede Arvest

Imprimeries Réunies A. Bouteloup et fils Aîné, 1911




TREDE ARVEST


Maro o tifenn ar Groaz


KENTA DIVIZ


(An darvoud a dremen en eur c’hroaz-hent, gant eur groaz koad en dourn deou.)

YANN BINIFI ;
 VIKTOR
 NELSON
Soudarded c’hlas ;
AN AO. PERSON, chadennet.


YANN

Chomit a zav, paotred, ama eo ez eus lavaret d’in gedal ar C’habiten Spartakuz. Tost eo da hanter-noz ; rak-se ne gredan ket hon defe da c’hedal pell bras ! Arabat e vefe ken nebeut… Ar gaouenned o welet eo tec’het o ferson diganto a ziskrabfe hag a lakafe buan o boutou en o godellou, evit diredek davedomp. Viktor, ha te, Nelson, dalc’hit mat ho taou d’an hini a oe person e Landivy gwechall…

AN AO. PERSON

Petra, Yann, evel-se eo e komzez eus pastor da barrez ?… Me eo am eus badezet ac’hanout ; me eo am eus great d’it ober da Bask kenta… Ha pet gwech n’out ketbet pardonet ganen en bano Doue ! Ankounac’heat ec’h eus kement am eus great d’az tud pa gouezas warlene ar c’hlenved war dud ar barrez ? Hag o werza ac’hanon d’am enebourien ha da enebourien va Doue eo e tiskouezez da anaoudegez vat ?

YANN

Ne dalv ket d’it ober sermoniou d’eomp… Pell a-walc’h omp bet dindan galloud ar saeou du hagan duchentilou. Ne raio ket droug d'eomp brema kaout eun tammig frankiz ha sklerijen. Dalc’hit mat d’ezan, paotred ; arabat e ve d’eoc’h diskregi dioutan.

AN AO. PERSON

Judaz a lavare ar memes tra d’ar zoudarded a yoa deuet gantan da gemeret Jezuz… Bennoz d’eoc’h, va Zalver, da ober d’in beza ken henvel ouzoc’h !… Va Zad, va Zad, pardonit d’ezo, rak n’ouzont ket petra reont !…

VIKTOR

Goulen ive pardon digantan, kement ha p’emaout, evit an holl dorfejou ec’h eus great e kuz…

AN AO. PERSON

!!!

NELSON

N’ec’h eus netra da respont d’eun hevelep rebech ? Grevus a-walc’h eo koulskoude !…

AN AO. PERSON

Morse n’em eus great torfed ebet nag e kuz nag a-wel, nag hor c’henvreudeur ken nebeut. Evel eus Hor Zalver e c’heller lavaret diwar-benn pep beleg : Tremenet eo oc’h ober ar vad ! Lezit ac’hanon d’a c’houlen diganeoc’h evit pehini eus va madoberou e fell deoc’h va lakaat d’ar maro…

VIKTOR

Daoust ha mat a rez ive o roi harp da enebourien ar Vro ?

AN AO. PERSON

Ne rean nemet difen gwiriou an Iliz breset dizamant gant ho mistri.

YANN

Mat eo !… Mat eo !… Peoc’h, mar plij ! N’omp ket karget da varn ac’hanout. Varc’hoaz, e Montroulez, an dud a lezen a welo petra zo da damall d’it. Ne don ket nec’het gant an dra-ze… Gwelloc’h em bije kavet gwelet ama brema ar C’habiten Spartakuz ! Hanter-noz eo, hag ouspenn, hag hano ebet anezan c’hoaz ! (Youc’haden skiltrus ar gaouen).

AN AO. PERSON

Dan heur-ma eo ive e oe lakeat Jezuz etre douarn e vourrevien ! (Hou ! hou ! hou !… tostoc’h brema).

NELSON

Ro peoc’h, personig, pe bremaik e vezo stoufet da c’hinou d’it !

YANN

Erru ar gaouenned ! Klevit ! Daonet omp !… War evez !…


EIL DIVIZ


Ar Re-Wenn hag Re C’hlas


AO. KERMOGER
(o tigouezout gant pemp pe c’houec’h Breton).

Kavet eo an Ao. Person, paotred ! Beac’h d’ar chas glas !

(An tri glas a dosta ouz an Ao. Person da ober kelc’h d’ezan. Ar Re-Wenn a deu d’ezo hep marc’hata).

YANN
(kerhent ha ma wel ar Re-Wenn o tont).

A ! Spartakuz ! Spartakuz ! e peleac’h e chomez ?

HERVE
(o vont war-eün da Yann)

Tan ha kurun !… Maro d’an trubard !… Dar maro, pez vil !… (Skei a ra eur mestaol gant Yann). Kea, diaoul m’hen argas ! da gaout Judas, da vreur hena (Yann a gouez d’an douar maro mik).

EUR BREIZAD

Maro d’an touseged glas, muntrerien gris hor gwragez hag hor beleien !

VIKTOR

Lezit va buez ganen !

NELSON

Ha ganen-me !

AO. KERMOGER

A ! Ao. Person ! nag a aon hon deus-ni bet evidoc’h ! Setu c’houi dieubet adarre, a drugare Doue ! Diouallit hiviziken !

AN AO. PERSON

Diouall rak petra ? Ya dlead da genta ha dreist pep tra ! Ar pastor mat a ro e vuez evit e zenved !

AO. KERMOGER

Ya, lezel a rin ho puez ganeoc’h, chas gall, breserien daonet hor bro !… Hogen dont a reot d’hon heut, d’eomp oc’h (D’e dud). Alo, paotred, deomp ac’han ; da ober petra e chompfemp ama ?… Da c’hedal Spartakuz hag e gompagnunez ? Furoc’h eo d’eomp tec’het !

(Mont a reont holl, nemet Gwenole).


TREDE DIVIZ


GWENOLE


GWENOLE, e-unan

Va Doue ! Va Doue!… Truez outan ! Pardonit d’ezan !… (Stoui a ra da welet hag hen e lamm c’hoaz ar galon e kreiz Yann). Ma vije c’hoaz eun tammig buez ennan !… Marteze e c’hellfe dont adarre war an hent mat !… Maro eo, siouaz ! en e bec’hed… evel Judaz !… Yann, Yann gez ! Plijadur em bije bet o roi d’it eun tamm skoazel, daoust d’an droug ec’h eus great d’eomp !… Jezuz a c'hourc’hemenn pardonni… N’em eus ket a gasouni ouzit, ouz da dorfejou eo !…

Ne ran ket mat marteze o chom da droidellat dre ama !… Piou c’hoar ? Ar Re-C’hlas a c’hell digouezout pa vezin an nebeuta war-c’hed anezo !… Hag ouspenn-ze, p’eo gwir eo maro, petra rin-me d’ezan ? (Tenna ra e vouchouer eus e c’hodel, hag e led anezan war benn Yann. — Goude ez a kuit).


PEVARE DIVIZ


AR C’HABITEN SPARTAKUZ ;
 KARAKAZ
 LACHÈVRE
 PIEDEBIC
 RICHARD
Soudarded c’hlas ;
Meur a zoudard glas ouspenn.
AR C’HABITEN

Ar Republik da viken !

AR RE C’HLAS

Ar Republik da viken !

AR C’HABITEN. o sellet er c’hostez.

Sell, sell ! eul lapouz o nijal ac’halen ! Kea buan ’ta, Karakaz, kea da welet petra eo…

Mont a ra.


PEMPED DIVIZ


An hevelep tud, nemet Karakaz.


AR C’HABITEN

Me gave d’in edon o vont da gaout va mevel Yann ama, ha padal e ran d’eul labouz sevel diwar e neiz !!!… O ! O ! petra eo an dra-ze ?… C’houez fall a zo !… Ha yann n’ema ket ! (Sellet a ra a bep tu). A ! setu ama eun den astennet !… Yann eo, kredabl, great tro wenn gantan, hag en em roet da ober eur c’housk da c’hedal ac’hanon !… Yann !… Yann ! Grik ebet ? Maro out ?… Gwelomp ! (Stoui a ra da zellet, hag e tilamm ar mouchouar). Maro !… Yen sklas eo !!!… A ! Gwelet a ran brema petra rea va labouz dre ama ! N’eo ket red evit se besa bet e Montroulez o teski beza diviner ! Ar Breizad gwenn-ze eo a zo deuet da zieubi ar person, ha goude eo en em lakeat da skei war ar reuzeudik-ma, betek m’hen deus lazet anezan !… Mes koulskoude, daou zoudard a yoa gantan !… Petra int deuet da veza ?… Nan, tan foeltr ! n’eo ket ker sklear ha ma kave d’in !…

C’HOUEC’HVED DIVIZ


An hevelep tud. — Karakaz ha Gwenole
(o tont dre gleiz).


(Lachèvre a ya dioc'htu d'en em lakaat en tu-all da Wenole).


AR C’HABITEN
(o kenderc’hel gant e gaoz).

Bremaik ni welo… Salud d’it, Chouan daonet ! Te eo hep mar an hini en deus lazet an den-na ?

GWENOLE

Ouzin-me eo e komzit ?

AR C’HABITEN

Hep mar! Ouz piou all e vefe ken ?… Respont prim ha lez an hardou-ze !

GWENOLE

N’em eus lazet den, nag hennez, nag hini-all ebet !

AR C’HABITEN

Lavar d’in neuze ’ta petra reez dre ama…

GWENOLE

Petra rean dre ama ?… E feiz, c’hoanteet em boa gouzout pe ez oa maro an den-ze, pe n’oa ket !

AR C’HABITEN

Evit e beurgas mar n’oa ket eat c’hoaz ?

GWENOLE

Tamm ebet ! pell ac’hano !… Evit roi dourn d’ezan da zevel oa !

AR C’HABITEN

It da gredi ar seurt-se !… Lavar d’in piou eo en deus lazet anezan, mar n’eo ket te an hini eo.

GWENOLE

……

AR C’HABITEN

A ! ne fell ket d’it lavaret ?… Edos ganto, ha ne fell ket d’it o gwerza !… Mat a rez !… Mes al lezen a zo stris war gement-ma. Pep den paket o stourm ouz e vro a dle beza lakeat d’ar maro er peder heur warnugent. Evel-se ’ta, kablus pe didamall eus maro an den-ma, te a baeo evit da genvroiz : gwaz a-ze evidout !

LACHÈVRE

(da Wenole e pleg e skouarn). Goulen trugarez digant ar c’habiten !

GWENOLE

Me goulen truez digant enebour va Doue, va Feiz ha va Bro-Breiz ?… Nan, teir gwech nan ! Biken ! Biken !

AR C’HABITEN

Mat eo !… Mat eo !… N’oun ket douget ken nebeut da gaout truez ouz enebourien an Dispac’h glorius ! Great e vezo d’it da stal dizale, paotr brao ! Da ler a zamanto !…

PIEDEBIC

Sitoian Kabiten, eur mennoz a deu d’in. Gwelet a ran eur groaz aze, evel a zo kement anezo e Breiz-Izel. N’ankounac’hait ket ez eus roet urz d’eomp d’o diskara, abalamour ma ’z int aroueziou ar sklavaj er vro gez-ma chomet a-bez betek-hen dindan holl-c’halloudegez Iliz Rom…

AR C’HABITEN

Ac’hanta, Piedebic, lavar buan da vennoz.

PIEDEBIC

Goulen a ran ma vezo lezet e vuez digant an den yaouank-ma…

AN HOLL (souezet bras).

O !!!

PIEDEBIC

Lezit ac’hanon da echui va lavar !… gant ma teuy da ziskara dioc’htu ar groaz-ma dirak hon daoulagad !

AN HOLL (gant levenez).

A !!!

AR C’HABITEN

Red oa beza eveldout Piedebic evit kaout an dra-ze !

Da vennoz a zo din eus eur zoudard republikan !

Ni paotred an amzeriou nevez, n’emaomp ket o klask tro da denna o buez digant an dud, pell ac’hano ! Gwelloc’h e kavomp gwelet anezo o tilezel a galon vat o follenteziou, o diskianterezou… Roi a reomp hon foan hag hon amzer evit ma teuio hor c’henvroiz da zilezel o c’hredennou sot ha ma tigorint pelloc’h o spered da gredi ar pez a garint… Rak-se, paotr yaouank, en em zavet enep da Vro hag a dlie beza lazet varc’hoaz a dennou fuzul, mar karez e kavi ar frankiz da vale, mar karez e weli adarre da dad, da vamm, da vreudeur, da zous !

GWENOLE

Ha petra 'm eus da ober evit an dra-ze ?

AR C’HABITEN

Nebeut a-walc’h a dra : diskara ar groaz-se a zo aze.

GWENOLE

Roit d'in eur vouc’hal !

AR C’HABITEN

Frankiz d’ezan !

KARAKAZ

Brao ! Brao !

AN HOLL

Brao ! Brao !

GWENOLE (a gerz d’ar groaz).

(E vreac’h gleiz a ra an dro da droad ar groaz, eur vouc’hal en e zourn deou, troet ouz ar Re-C’hlas) :

Mar touchit ouz ar groaz-ma , me zo prest d’he difen ;
Nep a zailho warnezi a vo faoutet e benn !…


EUR ZOUDARD GLAS

Goustat ! Goustat ! Kaouen !… Koueza raio da lorc’h abarz nemeur !

UNAN-ALL

N’eo ket te evelato a deuio a-benn eus tud kalet eveldomp-ni !

EUN TREDE (gant faë).

Sec’h da fri, prenvig douar ! a-raok dont d’ober gwap ac’hanomp !

GWENOLE

Tostait brema, chas gall, tostait ’ta, boued an ifern !

KARAKAZ

N’am eus aon ebet razout ! (Mont a ra d’ezan… Eur c’hrogadig. Karakaz, trec’het, a gouez d’an douar).

GWENOLE

Setu kaset unan da gaout e dad Lusifer ! Da biou eo an dro ?

PIEDEBIC

Eur vez e ve d’eomp beza trec’het gant eur seurt panezen ! (Mont a ra ive da esa trec’hi war ar Breton kalonek. — A benn eur pennadig e kouez d'an douar en eur huanadi. Mes Gwenole a deu e vreac’h da skouiza gant ar vouc’hal ; red mat eo d’ezan diskouiza.

AR C’HABITEN

Diskar, diskar buan ar groaz !

GWENOLE

Nan, nan, klevit mat, biken eur seurt torfed ne rin,
Kant gwech ha mil gwech mervel a zo gwelloc’h ganin.
Ama, ô Kroaz venniget, e-harz ho treid santel,
Evit Jezuz, va Zalver, me zo prest da vervel !

RICHARD

(hep lavaret ger, a gerz da Wenole hag zank e gleze e kalon ar Breizad. Disken a ra kerkent en eur lavaret) : Ema great e stal d’ezan !

AN HOLL

Brao ! Brao ! Richard !…

GWENOLE
(o stoui e benn).

Jezuz !… Mari !… (e vreac’h a jom stag ouz ar groaz).

(Youc’haden ar gaouen ; Youc’hadenou-all oc’h ober hekleo d’ezi).
AR C’HABITEN

Klevit ! ema erru ar Chouanted ! Arabat e ve dezo kaout ac’hanomp dre ama ! Dre ar c’hreiz-de e teuont, kredabl eo, deomp war-zu ar vourc’h. Chachit ho tiwesker ganeoc’h, paotred ! (Mont a reont holl dre an tu deou.Youc’haden ar gaouen ; hekleo adarre).

SEIZVED DIVIZ


Ao. Kermoger hag ar Re-Wenn.


AO. KERMOGER
(o tont da genta)

Petra welan, va zud kez ?… Gwenole o tiwada ! Allaz ! Allaz !… Re zivezat !… Great eo ganto an torfed heuzus ! (Mont a ra betek Gwenole). Paour kez merzer !… A ! gwelet a ran petra zo c’hoarvezet !… Posubl e ve ? Ar chas gall o deus eseet en em gemmeret ouz ar groaz, ha Gwenole e-unan ouz kement-all a dud en deus dalc’het penn d’ezo… Sellit aze an daou zispac’her ledet gantan d’an douar ! A ! ma vijemp digouezet eun tammig abretoc’h ne vije ket c’hoarvezet kement-all !…

(Gwenole a zigor e zaoulagad goustadik, hag a ra eur zell nec'het en dro d’ezan. — E benn a gouez adarre, hag, e keit-se ar Re-Wenn a zigouez hag a ra an dro d’ezan. Gwenole a zav goustadik e benn adarre).

AO. KERMOGER

N’eo ket maro !… N’eo ket maro !…

GWENOLE
(o kas e zourn d’e dal).

Petra zo c’hoarvezet ?… Va Doue !… va Doue !…

AO. KERMOGER, (Da eur Gwenn)

Kerz buan da vit eur banne dour fresk !

GWENOLE, (o sevel e zaoulagad).

O ! ar moueziou-ze !… O anaout a ran !… Va mignouned int… (Soubla ra e benn oc’h huanadi, ha prest goude e ra adarre eur zell war ar Re-Wenn). An Ao. Person !… Bennoz d’eoc’h, o va Doue!… Brema da vihana me a varvo laouen… gant bennoz ar beleg !…

AR CHOUAN (a deu gant dour).

Setu ama dour fresk, Ao. Kermoger !

AO. KERMOGER
(o walc'hi penn ar merzer)

Ne varvi ket c’hoaz, Gwenole, ni raio ker brao d’it ma c’helli kemeret adarre da vouc’hal a-benn eun nebeut deiziou ama. Satordallik ! ni hon deus ezom sikour vat evit derc’hel penn d’ar chas glas ! Alo ! alo ! Gwenole, va faotr, red eo kemeret kalon !…

GWENOLE (oc’h anaout e dad a erru dirazan).

O va zad !… Mervel a ran, her gwellet a rit, mes mervel a ran laouen… Great em eus va dever penn da benn. … Difennet em eus va bro ha va Doue, rak mervel a ran evit beza nac’het diskara ar groaz-ma… Deuit, ma roin d’eoc’h ar pok diveza !…

AN TAD (a lamm gant e vab).

Va mab paour !… E pe stad e kavan ac’hanout !

AN AO. PERSON

Fizians hon deus d’her savetei pa’z eus c’hoaz eun elfen buez ennan !…

AN TAD

O va mab !… Va mab !…

GWENOLE

Kasit, va zad, va fok diveza d’am mamm vat… Karet em bije gwelet anezi a-raok mervel… Na ouelit ket, va zad… Lavaret ho peus d’in er mintin-ma : « Ma varvez dindan taoliou ar Re-C’hlas e vezin frealzet o sonjal em eus eur mab merzer en nenv o pedi evidon ! » … N’oc’h ankounac’hain ket… na c’houi, na va mamm… hag eun deiz, dizale, ni a vezo unanet da viken !… Mervel a ran !… mes ar groaz a zo en he zav !… Ao. Person, ho pennoz, mar plij !… Eun absolven ziveza, en han’ Doue !… (An Ao. Person a dosta, hag a ra sin ar groaz goustadik war Gwenole).

AN AO. PERSON

It e peoc’h, ene kristen, da welet ar Jezuz hoc’h eus difennet gant kement a galon !…

GWENOLE, (o tremen)

Bennoz Doue !… Brema e c’hellan mervel !… Kenavo. Ao. Person !… Kenavo, va zad ker… Kenavo va mignoned !… Kenavo ar Baradoz !… (An tad a ziroll da ouela dourek Gwenole a zoubl e benn, maro).

AN AO. PERSON

Maro eo ar Merzer ! (An holl a lamm o zokeier). Trugarekaomp Doue, Breudeur ker, da veza roet d’eomp eun difenner muioc’h en nenvou !… Maro o tifen ar groaz !… Ha gellout a raffed kaout kareoc’h maro ?… Ao. Kermoger, petra raimp-ni eus ar c’horf santel-ma ?

AO KERMOGER

Petra livirit ober, Ao. Person ?

AN AO. PERSON

Me gav d’in e vije mat douara anezan ama zoken, e-harz hag e skeud ar groaz eo maro eviti. N’hellomp ket ober kareoc’h. Petra livirit, va mignoned ?

Pep hini a lavar e c’her

Mat !… Brao !… Ya da, Ao. Person !… Enor d’ezan !… Tan ha kurun !… Beac’h d’ar vuntrerien !

AN AO. PERSON

Tavit ! Tavit ! va mignoned !… N’eo ket d’eomp-ni eo venji !… Ar venjans a zo da Zoue !… An tammou traou glap-ma eo, petra raimp-ni diouto ?

UNAN, n’eus fors piou.

O lezel da veza preiz ar brini hag ar bleizi, na petra ’ta !

AN AO. PERSON

N’hellomp ket ober ze, va bugale ; ar garantez kristen a c’hourc’hemenn deomp bezia anezo ive.

AO. KERMOGER

O mat ! lakaat anezo dre aze en eur park bennak !

AN AO. PERSON

Evel-se eo e raimp. Ha brema, ken a raimp al lidou santel, reketomp peoc’h d’an Anaon : Requiescant in pace !

AN HOLL

Amen.

(Al lien a gouez).


————