Meur a oberour
A Lédan hena, 1869
Skrid a-bezh





KENVREURIEZ BREIZ-IZEL.


————


—o Eur galon, eur iez, eur feiz. o—


Ann 31 a viz Eost diveza, al lizer a zo amàn warlerc’h a zo bet kaset d’eunn niver braz a dud wisiek euz a Vreiz ; hag holl ho deuz digemeret mat ar mennoziou a zo ebarz. Hogen o veza ma oat en em gemeret re zivezat da rei kelou eus ar pez a oa c’hoant da ober, bez a zo ha n’ho deuz ket gallet dont, kouskoude ann darn vuian a zo bet hast vraz war-n-ez-ho da zigas d’eomp lizeriou kaer, ken e gallek, ken e brezonek, ha karout a rajer ho lakaat holl aman. O veza n’hen heller ket, plijet gant-ho kavout mad e larfemp eunn draik hennak da vihana euz ar pez ho deuz skrivet d’e-omp.

Setu aman al lizer a zo bet kaset enn dro :

KENVREUDEUR KEZ,

Digwet eo ann amzer ma tleomp en em glask, hag en em zastumm holl evit en em anaveout gwelloc’h, en em garout hag en em glevet evit mad ar vro hag hon iez koz ar brezonek. Red eo ma wezo pep hini en pep korn Breiz-Izel ha bro C’hall ive n’omp ket maro c’hoaz, evel a lavar kalz, hag ez omp beo-buezek ha beo ive enn hon touez spered ha skiant hon tado koz.

En em glevomp eta, en em garomp ha bezomp unan holl, ha marteze Breiz-Izel a raio c’hoaz komz anezhi.

Neuz netra falloc’h evit en em zerc’hell bepred pell ann eil euz egile o veza n’en em anaveer ket. A hent-all, oc’h en em zerc’hell pep hini en he gear, dibot eo ma reer eunn dra bennag a vad, evel pa en em weler aliez, pa en em gelenner a galon vad, pa en em garer enn eur ger. Gwad eur Breton a dle en em domma diouz gwad eur Breton all, hag holl e tleomp en em harpa evel gwir vreudeur, evit mad pep hini hag an holl, a dreist pep tra, evit enor ha mad ar vro hag hor iez koz ar Brezonnek.

Gwella zo da ober breman evit kement-se eo en em zastumm eur wech ann amzer — eur wech ar bloaz, — ma ve kavet mad, — enn eur gear bennag a Vreiz-Izel, evit en em welet, serri a galon dorn pep hini, en em anaout, en em garout, en em glevet war gement a zell ouz mad ar iez, hag hor bro Breiz. Goudeze kana pep hini he werz pe he zon ha neuze kimiada ann eil diouz egile evel breudeur, o lavaret : Kenavo bloaz, breur ker !

E meur a leac’h e weler ober-se ; evel-se a ra hor breudeur euz ann tu-all d’ar mor. Greomp evel-d-ho, pedomp spered hon tadou koz da veza gan-e-omp bepred, pedomp Doue ive ma teuio pep tra da vad.

Pa vezimp holl dastummet evit ar wech kenta en em glefomp war ann holl draou-ze ha war galz a draou all ne gomzomp ket anezhe aman. Ne c’houlennomp enn hon touez nemet gwir Vretonet, a gomz pe a skriv iez ho bro hag a gar anezhi evel ho mamm.

An 31 a viz Eost 1869, e pedomp ac’hanoc’h da en em gavout enn kear Montroulez evit en em glevet etre-z-omp ha klask ann tu da ober eur Vreuriez Breiz-Izel krenv ha paduz ; starda dorn pep mignon a vo gret eno, komz brezonek ha kana.

Ha goude kimiada, mignoned holl o lavaret ;

Kenavo da vloaz !

E Montroulez, ann 14 a viz Eost 1869.

Ar Iann ; — G. Milin ; — Ann Huel ; — Proux ; — J.-P.-M. Ar Skour.


————

Plijadur vras a ra d’in gwelet évelsé eun tam buhez o sevel e kalon ar Breizidi, pere a gar c’hoaz ho bro hac ar brezoneg, iez hon tadou.

Y.-K. Kersale.
Beleg ar Zalet.
————

Gant kalz a levenez e welann ac’hanoc’h poanial gand ar Brezonek, Otrone, hag e pedinn Doue, ar Werc’hez d’ho pinigan.

M.-Fs Kemar,
Person Zant Lorans.
————

Je fais des vœux pour que votre Association, à laquelle je serais heureux de prêter mon faible concours, puisse préparer les voies à une entente parfaite sur tout ce qui intéresse la langue.

Le Mat,
Vicaire de Tréguier.
————

Plijadur ha levenez d’ann oll Varzet a iell, ann deiz-ze d’ho kwelet.

J.-V. Jonkour,
Belek e Skolaj Plougernevel.
————

Me zo hag a vo da vikenn
Gant eur galon c’houek ha dibrenn
Ho mignon J. L. Queynec
A gar meurbed ar brezonec !

J. L. Queynec,
Person ar C’hloastr.

Je serai au milieu de vous d’esprit et de cœur, et vous dirai : Frères, courage ! Mais le poids de mes 82 ans va me retenir à Bégard.

Guillermic, Chne hre,
Curé-Doyen de Bégard.
————

J’ai tout lieu de craindre une complète cécité, j’ai pu néanmoins lire votre aimable invitation et je vous en remercie de tout cœur.

Je ne pourrai assister que d’esprit à la Réunion des Bardes bretons à Morlaix, dites à ces Messieurs, tous mes regrets de ne pouvoir les voir ni les entendre.

Lennet a meuz penos Homer,
Ar brasa euz an holl Varzed,
En he gorni leun a vizer,
A gollas siouaz, ar gueled !…

Ar Barz a ié a zor da zor
Gant he gi evit klask he voed ;
A zaelou e rede eur mor
War he ziou valven disec’het…

Veuillez bien, mon cher Monsieur Lescour, ainsi que nos chers confrères les Bardes bretons, unir vos prières aux miennes, pour obtenir de Dieu, en ma faveur, une résignation complète.

Le Joubioux,
Vannes, le 24 Août 1869. — Prélat Romain.
————

Netra na ra mui a blijadur d’in eget gwelout ann dud a skiant oc’h ober stad euz hor brezonek hag euz hor Breiz muia karet. Mar zavit eur Vreuriez etre-z-hoc’h da skoazia hag enori hor iez, e vezinn unan euz ar genvreudeur.

Iann Willou Herry,
Belek e Klaudi Kemperlé.

Je ne puis qu’applaudir à l’idée que vous avez conçue d’un Congrès purement breton. Un journal breton serait nécessaire.

Kalonou ann holl Varzet a zo ganeoc’h, ma hini euz ar re genta.

C. Guitterel,
Belek e Plougernevel.
————

Eur blijadur vraz e ve evidon en em gaout gant tud gwiziek ha kalounek pere a labour gant kement a aket evit asten buez hor brezonek a iea d’ar bez evel eur vam dilezet gant he bugale.

Perrot,
Person Taolé.
————

Je pourrai assurer les Bardes bretons de toutes mes sympathies pour les généreux efforts qu’ils font dans l’intérêt de notre langue nationale.

Aug. Chatton, Chne hre,
Curé-Doyen de Guingamp.
————

Trugarez d’eoc’h da veza digaset d’in eul lizer, évit ma fedi da ’n em gavout ann 31 a viz Eost, er gear a Vontroulez.

A. Dubourg,
Belek Skolaj Landreger.


————

D'AR RE HO DEUZ KLEVET.


————


Var don ar Varivonik.


————


Ni ho trugareka meurbed
A greiz hor c’halon, mignoned. (bis.)

Pa-z-oc’h deuet da Vontroulez
Da zikour zevel ar Vreuriez. (bis.)

A galon vad hoc’h euz lennet
Ar pez hor boa d’e-hoc’h-hu skrivet. (bis.)

Ha gwir vugalez Breiz-Izel
Aman oc’h diredet a-bell. (bis.)

Eur galon eo hor c’halonou
Eur gwad eo gwad hor gwaziou. (bis.)

Hag hor c’harantez evit Breiz
A zo ker paduz hag hor (bis.)

Ar brezonek, iez hon tadou
A ziskaz d’e-omp hor mammou. (bis.)

Ma tisprizfemp iez Breiz-Izel
Ni a zisprisfe hor c’havel. (bis.)

Gand eur vamm vad ec’h omp ganet
Ha gand dour zantel badezet. (bis.)

A-bell, a-dost ni zo eur Wenn
Bretoned vad, kouls kristenien. (bis.)


Evel breudeur bemdez bevomp
Evel breudeur en em garomp. (bis.)

Dalc’homp bepred da iez hor bro
Ha meulidigez hor bezo. (bis.)

Krenvoc’h eo daou eged unan
Ret eo bout kalz da laza tan. (bis.)
 
Bezomb eur c’horf hag eur spered
Hor Breuriez a bado bepred. (bis.)

Mad eo breman kuzulika,
Da bep hini laret he dra. (bis.)

Hogen araog trei al lanchen
Azeomp kichen ha kichen. (bis.)

Ni ho trugareka meurbed
A greiz hor c’halon, mignoned. (bis.)

Pa-z-oc’h deuet da Vontroulez
Da zikour sevel ar Vreuriez. (bis.)

Hon anaoudegez-vad zo braz
Hag hor c’harantez brasoc’h c’hoaz. (bis.)


Ar Iann. — Milin. — F.-M. Ann Huel. — Proux. — J. P. M. Ar Skour.


————

AR FALC’HER.


————


Selaouit du-hont ar Falc’her,
O lemma he falc’h ’tal ar ster.
Krenit, ieot glaz ha c’hui bleuniou,
Krenit, henes eo oc’h Ankou !

M’hen gwel en korn ar prad du-hont,
Gant e zremm rust ha divergont ;
Lemma ’ra he falc’h o kanan :
— Troc’ha mad raio, emezhan ! —

Allaz ! miz ewenn ’zo digwet,
Ha dre-holl brema ’vo falc’het,
Ar ieot er parkou, er pradou,
Ha gant-he, siouas ! ar bleuniou.

Evnidigo, na ganit ket,
Poan ’ra d’am c’halon ho klewet ;
Tao, turzunel, tao, laouenan,
Alc’houeder, paouezit ho kân !

Bleuniou-bihan ker koant er prad,
Gwir blijadur ann daoulagad,
C’hui pere ’m euz kement karet,
Ma c’halon a zo glac’haret !

Met c’hui, da vloaz, a deuio c’hoaz,
Bleunigou gwenn, melenn ha glaz,
C’hui ’vo are laouenn ha koant,
Hag ann hol ho sello gant c’hoant.


Met me na vleuin ken siouas !
Ha pa deuio ar Falc’her-braz,
Ewit bikenn a vin falc’het,
Ha ma deiou ’vo tremenet ! —

Nann ! Nann ! n’eo ket gwir kement-se,
Rag me ’as-vewo c’hoaz un dé,
Lec’h eman ar c’haera bleuniou,
En liorz Doue, en Envou ! —


Kerarborn, 25 a viz Ewenn, — 1869.

F.-M. Ann Huel.






BENNOZ D’HEC’H, MA DOUE !


————


Gloria in excelcis Deo !

War don : Gralon ha ker Is.


————


O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in eur vamm vad,
Eur vamm meurbet karantezuz,
Evel ho Mamm, Salver Jézuz.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in eun el mad,
Zo diskennet euz ho palez,
’Vit ma hencha ’pad ma buez.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet hoc’h euz d’in sant Egarad,
Sant Egarad evit Patron ;
Vel-d-han ra vinn kristen gwirion !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Dre ho kraz me a zo Breizad ;

Breizad ha Kristen me a vo,
Kristen, Breizad, bete ’r maro !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in boet ha dillad,
Evel d’al labousik bihan
Epad ann hanv d’hec’h-hu a gann.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
N’ alfen ket hoc’h ankounac’haat,
Roet ho c’heuz d’in eun ene,
Evit ho karout, ma Doue !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gwelet rann gant ma daoulagad,
Ann héol, al loar hag ar stered,
Hag ann traou kaer hoc’h euz krouet.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in mignoned er-vad,
Kerloc’h[1], Daniel[2], an Eskop Gwen[3],
Karis[4], pevar zant, pevar den.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gan-hec’h eo bet harpet ma zroad,
Hag aliez oc’h deut d’am difen
Ha d’am derc’hel enn ho lezen.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Bet em beuz, ’vel-d-hoc’h, kalonad ;
Neuze me goueze d’ann daoulin,
C’houi, ma Doue, zelle ouz-in !


O ma Doue, c’houi a zo mad !
Sec’het c’heuz d’in ma daoulagad ;
Pa voann pleget gant ann anken,
Ma Doue, c’houi voa em c’hichen.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Ped gwech oc’h deut evel eun Tad
D’am zevel diwar ann douar,
Pa gouezenn dindan ma glac’har.

O ma Doue, c’houi azo mad !
Roet oc’h euz d’in ma mennad,
Pa oc’h euz lakeat em chreiz,
Karantez, esperans ha feiz.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pedet, meuz ho Mamm e Bulat,
E Remengol, e Jossélin,
Hag e Gwengam, war ma daoulin.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pa vo serret ma daoulagad,
Astennit ho torn gant true,
Salver Jezuz, war ma ene.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Me a deu d’ho trugarekat ;
Gloar d’hec’h, Jezuz, e Breiz-Izel
Gloar d’hec’h, Jezuz, gloar eternel !


J.-P.-M. Ar Skour,
Barz ann Itron Varia Remengol.


Enn iliz abati Landévének, e-tal bez sant Gwénolé ha bez he vignon ker, ar roué Gralon, 25 a viz Eost 1869.


————


ALIOU EUR VAMM D’HE BUGALEZ.


————


War donn : Zantez Mari, Mam Doue…


————


1.

Klevit amann, bugalez,
Klevit eun ali mad :
Roit d’in ho karantez
Hen-nez eo ho tlead ;
Rak Doue a c’hourc’hemenn…
Na vezit ket digar…
Anez n’ho pezo biken
Eur-vad war ann douar !…

Diskan :

Mamm vad, zec’hit ho taelou
Ha bezit laouen c’hoaz,
Rag ho kwir vugaligou
Ho karaz a viskoaz !…

2.

Eur vamm a ro d’he bugel
Leaz he broun d’hen maga ;
Gwelloc’h ve gant-hi mervel
Ha dilezel pep tra
Kent evit gwelout he mab
Re bell enn dienez ;
Euz ann holl draou ann dibab
A vezo da hen-nez.


3.

Gant-han bepred trubuillet
Enn noz ma gousk taken ;
Kerkent ha m’he deuz klevet
Gant-han eur griaden,
E tilamp euz he gwele
Evit hen luskella,
Ha d’ezhan e ro goude
Eur banne da eva !…

4.

Ne-ket awalc’h en maga,
Deski komz a raio ;
Lavaret : Mamm ha tata ;
Breton mad e vezo ;
Galvet eo ar c’hemener
D’hen gwiska penn-da-benn :
Bragou braz, chupen vezer,
Eur pennad bleo melen !…

5.

Ha goude kemend a boan,
Breman, p’eo eunn den kaer,
Gand ar roue, a glevann,
D’ar brezel hen galver…
Torret en deuz kalz pennou,
Desket en deuz gallek…
Allaz ! Doue, ma Aotrou !
Ne oar mui brezonek !…

6.

Ma flaneden zo kalet ;
Setu petra c’hoarve :
Bugalez em euz ganet
Ha n’ounn ket evit-he ;

Breman e komzont gallek,
Eur iez ken dishano !…
Ha me a gomz brezonek…
Tud digar, it enn dro !…

7.

Me zo evel eur goz iar
O sevel houidi ;
Pa gerzont war ann douar :
Ez int ier emezhi ;
Hogen pa ’z eont enn dour
Ar vamm baour zo spontet ;
Kemerit da vezelour
Ar pez em euz laret.

8.

Karit ervad Breiz-Izel,
Hen-hez eo ma hano,
Ha mirit bete mervel
Iez koz Barzed ho pro,
Enorit neb ho magaz,
Ho mamm ez eo bepred ;
Doue hen gourc’hemennaz
Ha n’ho tilezo ket !…

Diskan diveza :

Mamm vad, zec’hit ho taelou,
Na vezit mui mezek ;
Breman ho pugaligou
A gomzo brezonek.

Gwengamp, Eost 1869.

I.-M. Ar Iann.


EM C’HOSNI.


————


War don : Ilis ma Farros.


————

(Telen Remengol, N° 9.)


Em c’hosni me garfe gwelet
Tud Breiz-Izel holl unanet,
Holl o pedi ’nn Aotrou Doue,
Gant eur galon hag eun ene.

Gwelet ma breudeur ar Barzed,
Ma breudeur ker holl unanet
O kana war ho zelennou
Da Vreiz, hor bro, pep seurt toniou ;

Gwelet ed pell ann teir gwalen
Ha bennos ann env war hoz penn,
Gwelet eost mad leiz ar parkou,
Da rei d’ar paour a zac’hadou.

Em c’hosni me garfe gwelet
Bara, dour mad d’ar Vretoned,
Iec’hed ha joa ha buez vad,
Ha karantez e pep tiad :

Gwelet ann holl vugaligou
Koant evel elez ann envou,
Iaouankiz fur ha tud a feiz
Hag ar re goz evel sent Breiz.


Em c’hosni me garfe gwelet
Meuli ar Werc’hez venniget,
Gant braz, gant paour, gant pinvidik,
E kement ti zo ’nn Armorik.

Gwelet euruz a-rok mervel,
Kement den zo e Breiz-Izel ;
Gwelet e zeo Doue karet
E kement bro a zo er bed.

Em c’hosni me garfe gwelet
E ve tud Breiz anavezet
Vit tud a feiz, kalonek, leal,
Evel ar zent ho zud gwechall.

Me garfe gwelet Breiziz holl
O vont da bardon Remengol,
Da Wemgam, Rosdren ha Bulat
D’ar Ieodet ha da Gelou-Mad.

Gwelet Breiz, bro ma zadou koz
War ann douar eur baradoz,
Eur baradoz roet gant Doue
Da c’hortoz Baradoz ann Ee.

Peoc’h, levenez d’ann dudou kez
Etre ’nn holl e Breiz karantez ;
Ar paour karet gant pinvidik,
Ar pinvidik gant reuzeudik.

Em c’hosni me garfe gwelet
Baniel ar Feiz, ar Vretoned,
Savet war ann touriou huel,
Ha war meneiou Breiz-Izel ;


Hueloc’h evit ann avel,
O lugerni war Breiz-Izel
Gant flammou tan warn-han skrivet :
« Doue Breiz ra vezo meulet ! »

Skrifet warn-han e skritur aour,
Hano an Itron Wir-Zikour
Hano ar sent hag ann elez
War Breiz-Izel a dol evez :

Ar Vretoned war ho daolin
E-c’harz kroas ma Zalver divin
Kana : Gloria in excelsis !
Da Jesus ! Doue ha Roue Breiz.


J.-P.-M. Ar Skour,
Barz ann Itron Varia Remengol.


E Remengol, ar 24 a viz Mae 1869, deiz ar Pardon braz.






MARO HA KAON GREK AL LEON.


————


Grek al Leon a varvaz ;
Evit an holl leoned ne voe ket eur c’holl braz.
Pep-unan, ’velato, dour war he zaoulagad,
Hervez ma voa ar c’hiz, a redaz mintin mad
Da gaout ar Roue Leon gourvezet enn he graou,
Da lavaret d’ezhan eur gerik mad pe zaou.
Eur ger mad a ra vad da glevet e glac’har,
Pa zao euz ar galoun d’ar genou her lavar.

Al Leon a laka embann,
E peb bro hag e peb bann,
Vije besiet ar Rouanez
El leac’h-ma-leac’h, enn dez-man-dez ;
Vije eno tud euz he berz
Da renka ar stal hag ar c’hanv.
Bez’ e c’hellit kredi e voe pep-unan skanv
Da zont enn deiz-se d’ar gouel berz.
Evel-se a c’hoarvez : d’ar c’haon vezer pedet,
Evit digas enor d’ar re veo zo er bed.
Evit ar re varo, ar pedennou larer
A ve diez da baka, ker berr ho divesker.
Ann intaon ivinek a laoske hirvoudou,
Ken a grene ar mogeriou ;
Hag oc’h he glevet o iudal,
Ar fistoulerien, koz chatal,
Oc’h ormida, stouet ho fenn,
A iud ivez leiz ho c’horzenn.
Ar re-ma vo ar re a lez
A zo gant-ho pep seurt arwez ;
Pep eil e c’hoarzont, e ouelont,
Hag a netra van ne reont.
Gant ma vint mad gant ar Roue,
Forz e-bed ne reont a Zoue.
Ganet a wenn ar marmousien,
Pennou avel, bombiserien,
Hed ho liven n’euz kostou bleiz,
Rak trei a reont a zeou, a gleiz,
Evel a ra eur vargodenn,
Pa vez sac’het war he neudenn.
Oc’h ho gwelet, ve lavaret
Ez int kant korf war ael, o trei gant eur spered
Evit dont d’am marvaill : ar C’haro hep-mui-ken,
E-touez al loened all, ne ouelaz beradenn.

Penaoz en devije ouelet ?
Gor he hene voa diskarget :
Ar Rouanez e doa gwechall
Debret he c’hrek kroc’hen hag all,
Hag ar mabik goude ar vamm.
Pa voa brema maro n’oa leac’h da ouela tamm.
Ne reaz zo-ken ann neuz ; ’vel ann deiz voa lirzin.
D’al Leon voe lavaret voa gwelet o c’hoarzin.
Pa vez eat drouk er Roue, dreist holl er Roue Leon,
Ann drouk-se a zo akr,
Eme ’r fur Salomon.
Ar C’haro ne voa boaz da lenn ar skritur sakr.
Al Leon a lavaraz : — « Tra fall euz ho c’hoajou ;
Te c’hoarz, heb ober van euz hon huanadou.
War da groc’hen iskiz ne lakin va c’hraban,
Enn aoun rak da stlabez : ne dalez ket ar boan ;
C’houi a-vad, bleizi kriz, deut ama hag affo
Dispennit, dre ’nn hanter, dom c’hoarzer ar C’haro. »
He-man neuze lavar : — « Klevit, m’ho ped, aotrou,
Setu deuet ann amzer da zec’ha ho taelou.
Arabad eo ho pe anken !
N’euz pell em beuz gwelet ho krek, hoc’h hanteren ;
War eur gwele bleun kaer, laouen voa azezet ;
Rak-tal ’m beuz he anavazet. »
« — Mignoun, eme-z-hi d’in, pa’z ounn eat d’ann envou,
Ez eo arabad d’id war-n-oun skuilla daelou.
E-kreiz ar baradoz me zo euruz meurbed,
O tiviz gant ar re zo evel-d-oun salvet.
Laosk ar Roue da ouela ’pad eur pennadik c’hoaz,
He welet ankeniet a ra d’in eur joa vraz. »
P’oe klevet ar c’helou gant ann holl loened mud
Dioc’h-tu, a-boez ho fenn, e lavarchont : burzud !
E leac’h beza lazet,
Ar C’haro voe meulet.

Gant ar Roue e koaniaz
Ha, mar d-eo gwir lavarer c’hoaz,
Goude he goan en doe ar groaz.

————

Setu eur gentell vad d’hoc’h-hu, c’houi tud a lez,
Roet ama gant eul loen gouez !
Dalc’hit eun tamm bevin atao oud hoc’h higenn,
Mar d-eo flour ho kevier, mar d-eo gwe ho liven,
Ar Roue, ar re vraz,
N’ho devezo ket pell ouz-hoc’h-hu kalz a gas.
Ho drouk a ia gant ar moged,
Strinket a-du oc’h ho genou ;
Gant ober eunn tamm ormidou,
Vezer abred ho mignouned,
Hag ez a ann higenn, dre greiz ho gouzougou,
Ken druz c’hoaz ma lippont tro-war-dro ho mourrou.


G. Milin.






Ar Barzed koz a zo maro,
Re nevez zo savet er vro,
Sevel rei re all, ho goude,
Keit ma paro an heol en ee :
O iez Breiz-Izel, kared,
Unan ar gaera zo er bed,
Ra vi, da viken, kendalc’hed !


Proux.


KANOMP MEULODI BREIZ-IZEL.


————


Serret hon euz dorn pep mignon,
Ha lavaret a greiz kalon :
— De mad d’id, breur kér, ha iec’hed,
Ha bezomp bepred mignoned !

Hon gwad ann eil euz egile
’Zo em dommet, vel bugale
Ur vamm a deu da em gavout
En pell-bro, ha da em anaout.

Debret hon euz, iwe evet,
Euz taol ur Barz kér azeet,
Douget iec’hed hon tado koz
’Zo gant Doue ’n he Varadoz ;

Komzet hon euz euz ar vro gér
Meulet, kanet a bep-amzer,
Dreist ann holl vroïo benniget,
Gant Doue hag ar Barz karet ;

Klasket hon euz petra’ ve mad
Da ober brema, wit lakad
Hon iez kaer en nerz, en enor,
En pep kear, en pep korn Arvor. —

Brema, kanomp, ’vel hon tado,
En amzer goz ar burzudo,
Kanomp gwerziou, kanomp soniou,
Hag unanomp holl hon moueziou ;


Kanomp melodi Breiz-Izel,
Laromp kevret a vouez huel : —
O Breiz-Izel, o kaera bro,
Koad en he c’hreiz ha mor tro-dro ! —

Brizeuk, ar Barz he vleo melenn,
Mestr ar gwerziou, mestr ann delenn,
O mignon kez, selaou ma mouez,
Rag da speret ’zo en hon touez.

O gra ma vezimp unanet
Wit karout Breiz-Izel bepred,
Ha mirout hon iez koz, ganet
Lec’h ma sav ann heaul benniget !

Ia, breudeur, bezomp holl unan,
Ha na reomp ket kalz a van
Wit klewet eo prest da verwel
Ar brezonek en Breiz-Izel.

Gwerziou ar Barzed ’zo ama
A-benn mil vloaz, evel brema,
En Breiz-Izel a vo kavet,
Hag e bep-tu a vo kanet.

Kanomp eta melodi Breiz,
Bro gaer ar Barzed hag ar Feiz,
Kanomp ar iez koz a garomp,
Hag holl a ur vouez lavaromp : —

O Brezonek, iez benniget,
Gant Doue d’hon tado roët,
Te ’vo bepred ma c’harante,
Te eo ar vro, al Liberte ! —


F.-M. Ann Huel.

Plouaret — en Koad-ar-Garanou,
ann eiz war-n-ugent a viz Eost — 1869.


P0SSIBILITÉ ET AVANTAGE
DE
BIEN PARLER LA LANGUE BRETONNE.


————


Il y a toujours possibilité de bien parler une langue, quand elle offre à ceux qui l’ont bien apprise, soit par l’étude, soit par l’usage, les ressources nécessaires pour s’exprimer correctement. Or, la langue bretonne ne refuse jamais ces ressources à ceux qui la savent. Elle possède assez de tournures et de termes pour être parlée avec clarté, avec précision, et même avec élégance par tous ceux qui en connaissent le génie. Elle est certainement une des langues les plus riches en tout ce qui regarde la syntaxe. Les Bretons peuvent presque toujours faire leur construction de manière à exprimer d’abord ce qui les frappe le plus. Si leur proposition principale n’est précédée d’aucune incidente, ils peuvent toujours la commencer par un participe passé ou par un adjectif ; il leur est permis d’y mettre l’adverbe avant le verbe qu’il modifie ; le régime, soit direct, soit indirect, peut précéder ou suivre indifféremment le verbe dont il est le complément dans cette proposition ; on y peut également sous-entendre ou exprimer à volonté le pronom sujet, et souvent aussi ce pronom, étant exprimé, on peut le mettre avant ou après le verbe dont il est le sujet.

Cette licence de construction dans la principale, qui n’est précédée d’aucune incidente, prouve que notre langue d’Armorique est très-ancienne, et que les Bretons doivent avoir une grande aisance pour construire cette principale ; et, s’il est vrai que leur syntaxe ne leur offre pas cette même aisance dans la construction des autres propositions, il est également vrai que les tournures ne leur manquent pas, et qu’ils achèvent facilement leurs phrases sans jamais violer les règles tracées par l’usage et formulées dans leurs grammaires.

Pour ce qui regarde ces autres propositions, elles sont toujours liées à la principale par une conjonction ou par un relatif, dont l’emploi n’est ni plus difficile ni moins étendu dans le breton que dans les autres idiomes. Les autres particules, qui jouent un grand rôle dans toutes les langues, comme la proposition, l’interjection, etc., sont en nombre plus que suffisant en breton, et leur emploi n’offre rien d’insurmontable. On ne peut donc pas accuser la langue bretonne d’être pauvre en tournures.

Les termes n’y manquent pas non plus. Quels sont ceux qu’elle emprunte aux autres langues ? Les mots scientifiques, et ceux dont on se sert pour désigner les nouvelles découvertes et les productions de l’étranger. Mais où est la langue vivante qui n’adopte pas ces mots à mesure qu’elle les rencontre ? et quelle est la manière dont on les modifie partout ? On en change la terminaison pour se les approprier, et ce changement se fait chez les Bretons d’une façon aussi irréprochable que chez les autres peuples. L’adoption de ces mots n’accuse donc pas le breton d’être plus pauvre en termes que les autres langues vivantes ; et il suffit de le connaître pour être convaincu qu’on peut le parler aussi bien et aussi facilement que tout autre idiome.

Il offre aussi, à ceux qui l’ont étudié avec succès, un avantage que l’on ne trouve pas communément dans l’étude des autres langues. L’usage lui a conservé tout ce qui le caractérise ; et, quand on l’a une fois bien appris, on peut se faire bien comprendre de tout son auditoire sans jamais tomber dans le trivial. Le français, qui est beaucoup plus cultivé, offre-t-il ce même avantage ? Bien parlé dans une chaire de campagne, il n’est compris que du petit nombre des auditeurs ; mis à la portée de ceux qui ne l’ont pas étudié avec fruit ou appris dans les villes, il perd toute sa dignité ; et à ce prix même il ne peut pas être compris dans toutes les campagnes ; car le mauvais français varie comme le terrain qu’il occupe.

Ceux qui ont de l’antipathie pour le breton accusent beaucoup notre langue de n’être pas la même partout ; d’après eux il n’y aurait pas d’uniformité de langage dans deux paroisses limitrophes en Basse-Bretagne. Mais comment peut-on se trouver dans le vrai en soutenant cette thèse, quand le dialecte de Léon, celui de Tréguier et celui de la Cornouailles diffèrent si peu entre eux, que lorsqu’on en connaît un on les connaît tous les trois ? Et après ces trois dialectes, combien en reste-t-il ? Celui de Vannes, qui ne diffère pas assez des premiers pour constituer une seconde langue bretonne. Comment aussi accorder beaucoup d’autorité à une accusation qui n’est fondée que sur quelque prévention ou sur une ignorance dont l’accusateur se glorifie ? Notre idiome d’Armorique n’a d’ennemis que parmi ceux qui se donnent comme forts en français parce qu’ils se disent faibles en breton, et parmi ceux qui ne sont bretons que de nom, et qui ont par là même des relations difficiles avec leurs voisins du nord.

La langue bretonne est estimée de tous ceux qui en font l’objet d’une étude sérieuse ; et cela seul suffit pour réfuter toutes les objections que la prévention et l’ignorance peuvent susciter contre elle ; cela seul fournit aussi une grande preuve de convenance en faveur de la possibilité et de l’avantage de la bien parler.

J. Hingant,
Vikel Hengoat.
MAP ROUE ANN HIBERNI.


————


Nosvez Kenta.


————

Enn eur ober sin ar groaz,
Stagomp gant-hi eur wech c’hoaz !


Gwechall-goz e voa eunn tad hag eur vamm ; a c’hwenn huel e voant hag ann eil a varvaz goude egile, enn eur lezel war ann douar eur map hag eur verc’h. Herri hag Enori a reat euz ann daou-man. Ann tad a varvaz da ziveza. Pa welaz n’en devoa mui da zale dre ama, e c’halvaz he vugale d’he gaout. Dont a reont ho daou, hag ho zad a lavar d’ezho : — « Klevit, bugale, a-barz nemeur e vezoc’h hoc’h-unan war ann douar, rak mont a rann digan-e-hoc’h ; a-raok mervel a-vad, e c’houlennann ouz-hoc’h ma en em garfoc’h ho taou epad ho puez, ha ma choumfoc’h atao ann eil gant egile. » — Ar map neuze a lavar d’he dad e kar re he c’hoar evit lezel birviken anezhi he unan. — « Arabad eo ho pe aoun rak ann dra-ze, va zad ; choum a rinn gant va c’hoar atao ; ne vezo ket diez d’in ober ar pez a c’houlennit. »

Maro ann tad, ann daou zen iaouank-ma, (ar map en devoa triouac’h vloaz hag ar verc'h seitek), o veza ma en em garent e gwirionez, n’ho devoe ket a boan o choum ann eil gant egile.

A-hent all, danvez a-walc’h ho doa ivez evit beva enn ho eaz. Setu ma voant euruz. Ann dra-ma ne badaz ket pell : ann denn, pa vez ann eurusa War ann douar, a rank dont d’en em zieza gant eunn dra pe eunn all-bennag. A-benn eur pennad, Herri skuiz o choum atao er gear, en em daolaz da vont da chaseal, ha dibaot deiz a c’houlaoue, ne veze er gear nemet dioc’h ann noz evit dibri he goan ha mont d’he wele. Antronoz e veze war wale kerkent hag a-raok an deiz adarre. Setu a voa he vuez brema. He c’hoar eunn dervez a lavaraz d’ezhan : — « Ne rez ket mad, va breur ; eur weach enn amzer ne lavarann ket e ve fall d’id mont da ober eunn dro da aveli da benn ; hogen, beza atao o redek dindan ann amzer, o terri da gorf evit netra, ne gavann ket e ve fur d’id. Ouspenn zo c’hoaz, e-pad ma vezez er meaz evel-se e c’hell tud a bep seurt dont ama da ober drouk, hep na venn-me va-unan evit miret tamm out-ho. Bez’ e tlefez eta dont enn-oud da unan ha derc’hel atao d’ar pez en deuz lavaret d'e-omp hon tad, truez Doue oud he ene ! » —

Ar c’homzou-man ha re all c’hoaz a lavaraz Enori d’he breur a c’hounezaz war he-man a-zeiz da-zeiz. Gwelet ervad a rea ne lavare he c’hoar d’ezhan ar pez a rea nemet evit he vad. Setu eta ma choumaz krenn hep mont mui euz ar gear.

O choum evel-se bemdez evel eur c’hi stag, ann den iaouank, ma ne voe ket pell evit dont adarre da enoui ; ne c’houie petra da ober euz he gorf hag euz he spered. C’hoant a deuaz d’ezhan enn eunn taol da vont da vale bro ha lavaret a ra he froudenn d’he c’hoar. Hou-man a ouel hag a lavar d’ezhan adarre petra voa bet d’ezho gourc’hemenn ho zad a-raok mervel. — « Ia, eme ar paotr iaouank, gwir a leverez, Enori ; evelato petra a dalv did ? Me a zo re iaouank ha re e verv va goad em gwazied evit choum ama da zellet oc’h ann oabl o tremen ; mont da ober eunn dro a rankann, ne vezinn ket pell hag a-raok ma vezi skuiz oud va gortoz, me a vezo distro adarre d’ar gear. Evelato, evit miret na deufenn da ankounahaat ac'hanoud, e karfenn kas da batrom a zo aze gan-en, mar kerez rei anezhan d’in. » — « Ia, a-galoun-vad, eme-z-hi, rak ar pez a zo d’in a zo d’id ivez ; kas gan-ez kement as peuz ezomm, gant na vezi ket pell, ne c’houlennann ken. » — Herri neuze a gemer ar pez a gar ; kas a ra aour hag arc’hant gant-han ha goude poket d’he c’hoar a ouele, ma voa eunn truez ! he-man a ia enn hent.

Treuzi ar mor a reaz hag o veza en em gavet enn eur vro bell, e leac’h ne anaveze kristen-Doue, e teuzaz e berr amzer kement a voa eat gant-han. Brema, setu eur paotr brao anezhan, hep gwennek enn he c’hodell da gaout ann distera tamm da derri he naoun. Red eo beva koulskoude pe vervel, hag e-feiz ann den iaouank-ma ne voa ket boaz da gaout diouer, na da labourat ken nebeud ivez. Ne felle ket d’ezhan dizeria evelato. Ebad a-walc’h eo lavaret mervel, pa vezer kant leo dioc’h eno ; pa vez red a-vad, ez eo eur c’hoari all. Ann naoun a zo dishegar ha diez da c’houzanv. He-man, ann den iaouank-man, gwisket evel eunn aotrou, evel ma voa, ne vije ket bet eaz d’ezhan kaout labour, ma c’houlenje ; ne c’houlennaz ket. Trei e spered eo a reaz da c’houzout da genta petra da ober. Enn Hiberni edo, pell dioc’h Breiz-Izel, e kear-veur ar Vro ze. Eno, war a glevaz, edo ar roue o choum. Petra ra he-man ? O veza ma voa eur paotr koant ha dilastez, hag a hent all desket e pep giz, e lakeaz mont da lez ar Roue hag ez eaz dioc’h-tu da c’houlenn komz out-han. Ma voe lavaret d’ezhan pignat war laez. Eat d’ann neac’h, ec’h en em gavaz eno a-benn-kaer dirak map ar Roue hag e c’houlennaz out-han, heb he anaout, ha ne c’hellje ket ar Roue kaout eunn dra pe eunn all-bennag da rei d’ezhan da ober ? — « Petra, eme ar prins, labour a c’houlennit ? En em gavet mad oc’h ha mar kirit lavaret d’in piou hag euz a be-leac’h oc’h, neuze, dioc’h a glevinn gan e-hoc’h hag ivez dioc’h ma ho pezo c’hoant, me a c’houezo petra da ober ouz-hoc’h. » — « E feiz, eme ann den iaouank, me ne d-ounn ket euz ar Vro-ma, euz a Vreiz-Izel ounn ginidik. Va zud a voa a c’houenn vad hag enn ho eaz ; goude ma varvaz hon tad hag hor mamm, ni hon daou, va c’hoar ha me, a voe lakeat enn hon tra. Neuze, a-benn eur pennad, deut da veza skuiz er gear, me am beuz bet c’hoant da anaout ar bed hag ounn deut ama, arc’hant a-walc’h gan-en evit beva eur pennad. Evel a lavarer a zo gwir, tenna hep lakaat, nebeut e pad ; evel-se a c’hoarvezaz gan-en ; n’eo ket kreski a rea ann traou gan-en bemdez, ha brema eat gant-ho war netra, e welann ez eo red mad d’in ober eunn dra pe eunn all evit beva. Setu e berr gomzou, aotrou, petra ounn ha petra eo va buez; n’em beuz ken da lavaret d’e-hoc’h. »

— « Mad ! mad ! eme ar prins, deut gan-en da gaout va zad; n’ho pezo ket a geuz, a gredann, da veza lavaret d’in ar wirionez diwar-benn zo en em gavet gan-e-hoc’h. » — Hag hi ha mont ho daou. Pa voent dirak Roue ann Hiberni, ar prins a lavaraz : — « Va zad, gouzout a rit ez eo eat va eil kuit a-nevez zo ; setu ama eunn den iaouank euz a Vreiz-Izel hag a choumo gan-en hiviziken, mar fell d’e-hoc’h ? » — « Mar plij d’id a zo kement hag a ranker, eme ar Roue; gra ar pez a gavi gwella e kever ann dra-ze, me ne virinn ket ouz-id. » — « A zo mad ! eme ar prins : brema, den iaouank, deut gan-en d’am c’hampr, ma komzimp eur pennadik. Pa voent er gampr, ar prins a c’houlennaz oud paotr Breiz ha choum gant-han a raje evit he heuilla e pep leac’h ? N’en divije ken tra da ober. » — « Ia-vad, eme ann denn iaouank, choum a rinn, ha laouen braz zo-mui-ken, pa ho peuz ar vadelez da gemeret ac’hanoun. » — « Mad eo, eme ar prins, n’ho pezo ket a gueuz ; evit ho kobr me a roio d’e-hoc’h kement hag a roenn d’egile enn ho raok : daou c’hant skoet pep miz, hag a-walc’h eo ? » — « Ia da, eme Herri, a-walc’h eo hag ho trugarekaat a rann.

Brema, setu ann den iaouank oc’h heuilla map Roue ann Hiberni e pep leac’h ma ’z ea hag o tont, e berr amzer, da veza ker mignoun d’ezhan, ma veze diez penn ar prins pep tro ma ranke Herri mont diout-han eur pennadik hep-ken. Euruz e voa hor Breizad keit ha ma c’helle beza, ma vije bet evit kas sonj he c’hoar diwar he spered. Noz-deiz e kave d’ezhan klevet he dad o lavaret : — « Breur fall ha map dizent, ma ’z oud ! E pe leac’h es peus-te lezet da c’hoar ? » — Klevet a rea ivez mouez he c’hoar garantezuz o c’hervel anezhan da zont d’he c’haout ha bemnoz, dre he gousk, e wele anezhi glac’haret o ouela hag o klemm out-hi he-unan, hep eur c’hristen beo war he zro.

Kement-ma a vourreve spered ar Breizad iaouank hag a lakea anezhan da gaout aoun na vije kouezet klanv he c’hoar, pe maro gant he glac’har. Bemnoz, pa veze eat d’he gampr, kenta tra a rea Herri eo prenna he zor war he gein hag eno, neuze, gouela gwalc’h he galoun enn eur zellet oc’h patrom he c’hoar hag o poket dezhan peb eil. Map Roue ann Hiberni a voa he gampr harp-stok oc’h kampr he-man; klevet a rea anezhan o klemm hag o ouela, ha goulenn out-han a reaz eunn deiz : — « Asa, va mignoun, lavarit d’in petra eo ar c’hlemmou-ze a glevann gan-e-hoc’h bemnoz, pa vezit eat enn ho kampr ? Na nac’hit, me ho ped, netra ebed ouz-in ; lavarit d’in petra a zo o c’hober poan d’e-hoc’h, ha mar gellann, me a viro. » — « Ho trugarekaat, netra e-bed ama ne ra poan d’in, ha mar klevit ac’hanoun o klemm, ez eo, me gred, dre va c’housk. Piou na petra a c’hellfenn-me da damall ama, ken euruz ha ma ’z ounn gan-e-hoc’h ? » — « Gwel a-ze ! eme ar prins, ma ne deuz netra o tieza ac’hanoc’h, rak eur boan hag eur c’hlac’har vraz e ve d’in rankout beza pell diouz-hoc’h ; ne venn birviken evit ho tilezel. » —

Paotr Breiz a c’houie er-vad e voa gwir a lavare ar prins, ha pegement-bennag ma voa euruz gant-han, e kave diez choum eno ha lezel he c’hoar he-unan ; ne zizonje ket a nezhi na noz, na deiz, ha dre ma tize kaout hed he c’har, e rede d’he gampr da zellet oud he fatrom. Ar prins iaouank, o welet e voa eunn dra-bennag war spered he vignoun ha ne grede ket lavaret petra voa, a lakeaz evez piz hag a anavezaz e tlie eunn dra-bennag a vraz beza o c’hoari gant-han. Pep tro ma’z ea Herri d’he gampr, ar prins, pa zistroe, a lavare d’ezhan : — « C’houi a zo bet pell ! petra eo d’e-hoc’h mont ken aliez-all diouz-in ? » — Paotr Breiz a wel er-vad brema e vezo diez d’ezhan distrei da welet he c’hoar hag ann draze, pa zonje, a greske he zoan. Klemm, ouela hag hirvoudi a rea bemnoz gwasoc’h-gwaz enn he gampr, dirak skouer he c’hoar. Eunn dervez, ar prins a glevaz anezhan adarre hag a falvezaz d’ezhan gouzout petra a c’hoarie gant he vignoun. Marteze, eme-z-han, ez eo klanv ha ne gred ket lavaret d’in. Red eo gwelet ; hag hen ha mont ; ne d-eaz ket pell, rak en em gavet e-kichen ann nor, e rankaz choum eno, prennet hag alc’houezet e voa enn diabarz. Antronoz, kenta a c’heure a voe goulenn oud paotr Breiz : — « Va mignoun, eme-z-han, eunn dra-bennag a zo hag a guzit ouz-in, ha ma n’ho pije ket prennet ho tor, em bije gwezet. Deac’h da noz e klevjounn ac’hanoc’h, ha ne d-eo ket ar weach kenta, eo d’in, o klemm kement hag eur Vadalen. Mar d-oc’h klanv pe mar ho peuz anken, lavarit, ha mar gellann me a raio eur vad-bennag evid-hoc’h. N’eo ket brao tamm e-bed e kusfac’h ouz-in ar pez a zo war ho kaloun : gouzoud er-vad a rit e karann ac’hanoc’h kement, ne ve netra hag a virfe ouz-in da ober vad de-oc’h, ma ve gouezet petra eo. » — « Ne d-eo netra, netra e-bed, eme ann den iaouank, hag ho madelez evid-oun a zo re vraz. Evel am beuz bet lavaret d’e-hoc’h c’hoaz, ar c’hlemmou-ze a glevit gan-en, red eo ma laoskfenn anezho pa vezann kousket, rak evel ma tihunann, n’em beuz ket eur zonj euz a netra e-bed. » — Gevier a lavare evel-se ha fall a rea nac’h, rak mar en divije bet lavaret penn-da-benn kement a voa o c’hober poan-spered d’ezhan, pell a zo e vije bet diboaniet ha dinec’het.

Ar prins evelato a wele er-vad e kuze he vignoun eunn dra-bennag out-han pell a voa, rak kastiza a rea bemdez ha deut e voa ken treud hag eur skoul. Map ar Roue, evit gou zout ar wirionez, a lakeaz ober eunn alc’houez da zigeri dor kampr paotr Breiz ; hag eunn nosvez, a-greiz ma ’z edo he-man oc’h hirvoudi gwasa adarre, patrom he c’hoar gant-han enn he zourn, ar prins a ia goustad war zoliou he lerou da gaout ann nor, a zigor anezhi enn eunn taol hag a wel he vignoun beuzet enn he zaelou, o sellet oc’h eunn dra-bennag a stlapaz dioc’h-tu dindan he wele. — « Petra a voa gan-e-hoc’h aze, enn ho tourn, eme-z-han, ha perak ho peuz-hu hen taolet dindan ho kwele ? Me a rank gwelet petra eo, rak brema eo anat d’in ne lavarit ket ar wirionez atao. » — Setu ma rankaz Herri neuze kemeret skouer he c’hoar ha diskouez anezhan d’ar prins iaouank. — « Patrom piou eo he-man, eme vap ar roue, mantret o welet peger kaer e voa ? Lavarit d’in da vihana ar wirionez enn dro-ma ? » — « Patrom va c’hoar, eme ar Breizad ; hiviziken, ne dalv ket d’in nac’h ouz-hoc’h netra euz ar pez a guzenn a-raok. Dre ma karac’h kalz ac’hanoun, e kave d’in n’ho pije ket va lezet birviken da vont kuit diouz-hoc’h ; koulskoude em boa doan leiz va c’haloun, ha ma klevac’h ac’hanoun oc’h hirvoudi hag o ouela evel a reann, e voa dre na c’hellenn ket distrei da welet va c’hoar. Setu perak. Va zad, a-raok mervel, en devoa lavaret d’e-omp hon daou choum ann eil gant egile ; evelato, me a zo bet diskiant a-walc’h evit mont euz ar gear, ha brema pell a zo e klevann bemnoz mouez va zad ha va c’hoar o rebech d’in ez ounn digaloun. Va c’hoar a garann hag am beuz karet hed ar weach, ha pa’z ounn bet eat diout-hi, ne gredenn ket e vijenn eat keid all, na choumet ker pell hep distrei d’he gwelet. Ne c’houzounn ket brema, siouaz d’in ! pe ez eo iac’h pe glanv, beo pe varo, ha ma ve ho madelez lezel ac’hanoun da vont, ez afenn buan d’he c’haout. » — « N’ho peuz netra gwelloc’h da ober ha ma karjac’h e vijec’h bet eat pell a zo, beza lavaret d’in diwar-benn petra ho poa doan. Kit eta buhana ha ma c’helloc’h ; setu arc’hant d’e-hoc’h da vont ha da zistrei ama gant-hi, rak klevit er-vad : mar d-eo ho c’hoar hevel oc’h ar patrom-ma, me a zimezo gant-hi, pe n’am bezo pried e-bed. » — « Ar patrom-ze, eme baotr Breiz, a zo hevel a-walc’h oud va c’hoar, petra-bennag n’en deuz nemet eur skeud euz he gened ; va c’hoar Enori a zo eunn tamm brao kaeroc’h, ha pa ho peuz c’hoant e teufe ama da zimezi gan-e-hoc’h, e teuio, mar fell d’ezhi dont ; ma ne fell ket d’ezhi a-vad, gwaz a ze ! ha mar choum er gear me a choumo ivez gant-hi, ne c’houfenn ket lavaret gwelloc’h d’e-hoc’h, prins. » — « Mad ! mad ! eme ar prins, kit atao, ha digasit kemenn d’in, mar choum er gear. Mar teu a-vad, deut enn he raok ama, evit ma ’z inn gan-e-hoc’h da zigemeret anezhi, pa en em gavo. » — « A zo mad, eme baotr Breiz, kenavezo neuze, aotrou ! » — « Kenavezo, eme ar prins, ha kefridi vad ! Arabad eo, me ho ped, dale da zigas eur c’helou pe gelou d’in ! » — « Bez ho pezo, bezit heb aoun, kenavezo eta ha iec’hed ! » — Ha paotr Breiz enn hent etrezek ar gear.


————

Eil Nosvez.


Ann denn iaouank-man, evel a c’hellit kredi, ne voe ket red pedi anezhan da vont skanv enn hent. Eul lestr sternet mad a gavaz da gas anezhan dioc’h-tu d’he vro. Al lestr ze a dlie choum enn eur porz mor e Breiz, e Mountroulez, da c’hortoz petra vije ar c’helou a vije da gas da vap roue ann Hiberni ; kemenn en devoa da-ze. Herri en em gavaz hep dale e ti he c’hoar. Hou-man a voe souezet oud he welet, hag enn eur boket dezhan e lavaraz dre he daelou e voa bet kalz re bell o c’hober he dro, hag e vije marvet hep dale gant ann doan, ma vije bet choumet pelloc’h. Goude taol pep hini he boan diwar he galoun, goude en’em vriataat, ar breur a lavaraz d’he c’hoar : — « Asa, kleo brema gan-en, va c’hoar, n’eo ket a-walc’h, nevezenti all a zo c’hoaz. Te ne c’houzout ket petra en deuz lavaret d’in map roue ann Hiberni, a-raok ma teujounn kuit diout-han ? » — « Nann da ! eme-z-hi, petra eo ! » — « Dioc’h-tu ma welaz da batrom-te, ne voe ket evit miret oud he galoun da garet ac’hanoud ha lavaret en deuz d’in da zigas gan-en, evit ma timesche gan-es ; anez kaout ac’hanoud-te, eme-z-han, n’en devezo pried all e-bed ken. Setu ann nevezenti zo ha roet en deuz d’in aour hag arc’hant da rei d’id, hag ouspenn eul lestr a zo e Mountroulez o c’hortoz ac’hanoud, mar fell d’id beza rouanez ann Hiberni, eunn deiz a vezo. Gwel brema, va c’hoar, petra lavar da galoun d’id. Evid-oun-me n’em beuz ken tra war gement-ma da alia ac’hanoud, nemet e kredann e vezi eurusa rouanez e vezo dindan tro ann heol ; evelato, gra evel a fell d’id, ha ma n’as peuz ket a c’hoant da vont, me a choumo ama gan-ez, pe mar fell d’id mont me a ielo ivez d’as heul. » Ar verc’h iaou ank-ma a lavaraz neuze d’he breur : — « Selaou, eme-z-hi, ama zo eunn dra ; gwelet a rez gan-en o choum va magerez hag he merc’h. Epad ma’z edos-te o foeta bro, me am beuz kemeret anezho em zi ; hag o veva evel-se hon teir, me a gave berroc’h ann amzer. Petra vijenn-me deut da veza anez, lavar ? Mad ! enn eur zelaou va c’haloun hag o kredi e vezinn euruz, evel a leverez, me ne c’houlennann ket gwell evit mont gan-ez da gaout map roue ann Hiberni, gant ma teuio ivez, gan-e-omp hon daou, va magerez hag e merc’h ; brema ounn deuet, eme-z-hi c’hoaz, ne c’houfenn ket pennad e-bed beza pell diout-ho. » — Dre gement-ma ar verc’h iaouank a ziskoueze e devoa kaloun vad kement ha mavoa kaer he gened. — « Mad ! mad ! eme ar breur, ma ne deuz nemet ann dra-ze a-gement a ve o viret ouz-id da zont gan-en, ar re-ze a c’hell dont ivez ; kavet e vezo, me a gred, peadra d’ho beva ha labour ouspenn, ma ne fell ket d’ezho choum vak hed ann deiz.

Ar pevar-ma neuze a ra ho fak, ha petra ’ta, hag a ieaz ac’hano hep dale da Vountroulez. Eno e pignjont el lestr a c’hortoze anezho, ha dioc’h-tu ma voent diloc’h ha dindan c’houel ez ejont e-trezek ar mor doun. Eunn daou pe dri dervez goude, al lestr a voe darbet d’ezhan mont da goll ; eur gwall-amzer spountuz a voa savet, hag anez m’en devoa al lestr paour gallet paka ann douar tosta a gavaz, e vije bet eat a-bez d’ar weled. Stoket ha distoket e voa bet evelato gant ar mor hag ann avel ; ar gweliou a voa bet freget holl ha great evel dantelez anezho, ar gwerniou a voa bet torret, hag ann heor, laosket da vont er mor evit klask herzel oud ar barrad, a voa bet choumet war lerc’h goude terri he fard. Brema, enn em gavet enn douar breur, ar verc’h iaouank kaer-man evit kas kelou buan da vap ar roue diwar-benn he c’hoar, a ieaz atao a-raok hep gortoz ma vije aozet ha kempennet al lestr. Lavaret a reaz d’ar prins ez edo he c’hoar o tont hag e voa bet daleet gant ar gwall-amzer. Ar prins laouen holl a deuaz neuze gant he vignoun d’ar porz mor en devoa war eunn treiz, e leac’h ma tlie al lestr dont da zouara. Pa voe aozet al lestr, ez eaz adarre er mor evit kas ar-re-man d’al leac’h ma voa lavaret d’ezho mont. Eur pennad mad e voa eat dioud ann douar adarre, pa gouezaz ar plac’h iaouank klanv gant an drouk-mor. Ne deo ket eunn drouk eaz tamm e-bed, hag Enori a zave he c’haloun enn he c’hreiz pep lamm a rea al lestr ; dre ma c’helle, e tistaole er meaz kement e devoa debret. Neuze he magerez hag he merc’h a lavaraz d’ezhi mont gant-ho enn eunn tu pe du euz al lestr evit gal lout easoc’h a-ze strinka er mor ar pez a rea poan d’ezhi. Ar plac’h iaouank-ma ne devoa disfisianz e-bed a zentaz oud he magerez, hag a-greiz ma’z edo gwella oc’h en em zikour, stouet he fenn gant-hi, ar c’hrek fall-ma hag he merc’h a grogaz enn he zreid, a zibradaz krenn anezhi dioc’h al lestr hag he zaolaz er mor hep gouzout da zen e-bed. Ar verc’h iaouank a gollaz he fenn enn eur goueza enn dour, hag a ieaz ac’hano gant ar mor, nè c’houie nemet Doue da be-leac’h. Ne voe ket beuzet evelato ha divezatoc’h e vezo klevet hano anezhi c’hoaz.

Al lestr, goude ann dra-ma, a gerze evel diagent ha ne za leaz ket d’en em gaout er porz mor ma ’z edo map roue ann Hiberni oud her gortoz, mall gant-han gwelet c’hoar he vignoun. War ar c’hae edo, pa harpaz al lestr er porz. Dioc’h-tu ann diou c’hrek fall a lamm er meaz, hag ar vamm a lavar d’he merc’h, pa wel ar prins o tont etrezek en-ho : — « Kea brema d’he gaout ha lavar d’ezhan ez oud c’hoar he vignoun. » — Hou-man a ieaz hag a lavaraz hervez ali he mamm ; bet e voa kelennet evel-se gânt-hi ha mar ho devoa taolet, ho diou, Enori er mor, ne voa nemet evit ma c’hellje merc’h ar vagerez dimezi gant map ar roue. He-man a voe mantret, pa welaz e voa hou-man ken dishevel diouz he fatrom ; ne voa ket tost d’ezhi beza ker kaer hag ar patrom-ze ; penaoz e vije ? Map ar roue a zavaz neuze drouk enn-han oud he vignoun hag a lavaraz d’ezhan : — « Eur gaouiad oud ! Da c’hoar ne d-eo ket eur skeud d’he fatrom ; hag ezomm as poa-te da zont, evel as peuz great, da lakaat doan em c’haloun ha da ober fall em c’hever-me, n’em beuz great memet mad biskoaz ouz-id ? Va mignoun e voaz hag es peuz treuzet va c’haloun gant eur c’hleze a anken hag a c’hlac’har. » — Paotr Breiz, o welet he c’hoar diank, a voe ivez ker sebezet, ne glevaz ger euz a gement a lavare ar prins d’ezhan, ha dre-ze n’en em zidammallaz tamm ; nemet gouela ne rea, en eur gredi e voa beuzet he c’hoar. Map ar roue a lavaraz d’ezhan evelato : — « Pegement bennag a boan a rez d’in, va mignoun oud ha choum a ri gan-en, hag ous-penn e timezinn gant da c’hoar, pegen divalo bennag ma ’z eo ; ne vezo ket lavaret birviken ounn-me bet eat a-enep va ger. Evit gwir, ne vezo ket ken euruz gan en, evel ma vije bet ha te ivez, ma na vije ket bet diwanet a c’hevier euz da c’henou. » — Ann den iaouank a glevaz. mad enn dro-man ar pez a lavaraz ar prins hag e-kement-se ne glaskaz digarez e-bed, petra-bennag ne vije ket bet diez d’ezhan diskouez ne voa ket hon-nez he c’hoar.

War gement-ma, ar re-ma a ia ac’hano, hag a-benn eur pennad goude e voe great ann eured ha dimezet merc’h ar vagerez gant map roue ann Hiberni. He-man a lakeaz dioc’h-tu kas he c’hrek hag he mamm enn eunn ti en devoa e penn liorz he lez hag er meaz anezhan ; hag abaoue deiz ann eured, hini e-bed euz ann diou-man ne weljont ket anezhan. Ar prins iaouank, evel pa ne vije ket bet dimezet a iea koulz ha diagent ama hag a-hont hep preder ebed euz he c’hrek, he vignoun a-vad atao oc’h he heul evel a-raok. He-man, paotr Breiz, ne rea mui laouenedigez e-bed oc’h netra, hag ar prins ivez, petra-bennag ma voa koazet eunn draik he garantez out-han, a wele anezhan gant truez o tizec’ha bemdez diwar he dreid hag o tont treutoc’h-treuta. Brema Herri en divije karet mont pell dioud ann dud ha dioud ar bed. Ar pez a greskaz c’hoaz he anken a voe eur gouli a zavaz enn he c’har ; ne c’houie ket penaoz e voa deut. Gant ar gouli-ze ne c’helle bale, nemet dre galz a boan ha diwar-bouez flac’hou ; he nerz a iea digant-han a zeiz-da-zeiz hag o welet edo ar maro tost d’he zeuliou, e lavaraz eunn dervez da vap ar roue : — « Brema me ne d-ounn mad mui da netra e-bed evid-hoc’h ; gwella a c’houfac’h eta da ober eo lezel ac’hanoun da vont da vervel el leac’h ma karo Doue va c’has. Mar kavfenn eul leac’h distro a-walc’h ha ne ve darempredet gant den, di e karfenn gwella mont da choum ha da denna va huanad diveza. » —

« Mar ho peuz c’hoant, eme ar prins iaouank gant truez out han, pa fell d’e-hoc’h mont dioud ann dud, kit teir leo ac’ha nen, en eur c’hoad am beuz-me eno ; ne gredann ket ez afe di den e-bed d’ho kaout ; eno e c’helloc’h mont bemdez da loja enn eur c’hos chapel a zo e-kreiz ar c’hoad, evit gallout en em c’houdoria dioc’h ar gwall-amzer hag em ziwall dioud al loened gouez hag ar re fall, mar teufe d’ezho klask ober drouk d’e-hoc’h. » — « Bennoz Doue, prins mad, eme ann denn iaouank, evit ar vadelez ho peuz em c’hever ; mont a rann d’al leac’h a lavarit, kenavezo evit mad, eme-z-han, rak dibaot eo ec’h en em welfemp ken ! » — « Marteze, eme ar prins mad, c’hoant d’ezhan c’hoaz da zizoania kaloun ann hini a voa bet he vignoun, hag a garie atao ; nemet Doue, den ne c’hoar petra a zo da c’hoarvezout gant pep-hini ac’hanomp. »

Goude kimiada dioc’h ar prins enn eur ouela, Herri a ia ac’hano gant kalz a boan e-trezek ar c’hoad a voa bet lavaret d’ezhan. En em gavet eno a-benn ar pardaez, ha skuiz maro gant ar pennad-bale en devoa great, ez eaz dioc’h-tu d’ar chapel hag ec’h azezaz eno war eur mean, enn eur ouela gwalc’h he galoun hag o lavaret : — « Ker ien hag ar mean-ma eo ar bed evid-oun hiviziken ; va zad, vâ mamm a zo maro ha va c’hoar ivez siouaz! Ha petra a rinn-me dre ama ? Gwell eo d’in mervel ha mall eo d’in mont da gaout ar re am beuz karet hag ho deuz karet ac’hanoun. » — Trei a rea ann traou-ze gant doan war he spered, pa glev dor ar chapel, en doa prennet mad diabarz, o tigeri enn eunn taol hag o tont dira-z-han ker, kaer hag ann heol pa vez o c’houlaoui ann deiz, he c’hoar a laka anezhan da spounta. — « Mar d-oud spez va c’hoar, eme Herri, deut d’am c’herc’hat da vont d’he c’haout, deut mad ra vezi ! Hast-affo digas ar maro d’in ! » — « Ro peoc’h, va breur, eme-z-hi, me ne ket eur spes ounn, da c’hoar a-vad korf hag ene hag evel m’as peuz anavezet a nezhia-viskoaz. Atao ounn beo, n’as pez ket aoun eta ; klevet em beuz pegen truezuz eo da stad ha deut ounn d’as parea. Neuze ann denn iaouank a lamm da boket d’he c’hoar, brema eur barr kaeroc’h evit na voa a-raok ; meska he zaelou a ra gant he re, enn eur lavaret dezhi : — « Euz a be-leac’h e teuez-te, va c’hoar ger ? » — « Kleo, eme-z-hi, me a ia da lavaret d’id ; da c’hortoz a-vad, va breur, deuz d’in da c’har, ma welinn petra a c’hoari gant-hi. » — Neuze hou-ma a denn euz he godell daou vigorn kaer evel arc’hant, a laka anezho war eunn dousier lien gwenn-kann a voa gant-hi hag o veza dizoloet gouli he breur e lavar d’ezhan : — « Lez ac’hanoun brema ; enn eur labourat me a lavaro d’id kement a zo bet c’hoarvezet gan-en, abaoe ma ’z omp bet eat ann eil dioud egile. Neuze, ar plac’h iaouank a walc’h ar gouli hag a denn anezhan al lin-c’hoad, gant ann dour a laka da zivera euz a unan euz ar bigorned arc’hant hag e lavar evel-hen : — « Goude ma voaz eat kuit, pa voe aozet ar lestr, ni a ieaz ivez ; hag eat eur pennad-mad me a gouezaz klanv gant ann drouk-mor. Va magerez hag he merc’h a lavaraz d’in neuze tostaat oc’h eunn tu d’al lestr evit plega va fenn ha taol er mor ar pez a rea poan d’in. Heuilla ho ali a rejounn hag eur pennadik goude e voenn taolet gant-ho ho diou er mor war va fenn. Enn eur goueza e rejounn eur skrijadenn hag e kolljeunn evit doare ar skiant ac’hanoun va-unan, rak ne c’houflenn ket lavaret petra a c’hoarvezaz gan-en, ken a deujounn enn-oun va-unan adarre. Neuze, o sellet enn dro d’in e weljounn ez edounn enn eur c’hastel kristal ker kaer, ne ve den war an douar evit kredi pegement e lugerne kement tra a voa ebarz. Ne welenn enn-han a bep tu nemet aour hag arc’hant. Em c’hichen e voa eur c’hrek kaer ha koant ivez ; hi a lavaraz d’in : — « N’ho pezet aoun e-bed, me am beuz saveteet ac’hanoc’h euz ar mor, goude ma’z oc’h bet taolet ebarz gant ho magerez hag he merc’h : me eo am beuz digaset ac’hanoc’h ama ; gleb e voa ho tillad, me am beuz tennet anezho diwar ho tro ha goude sec’ha ho korf paour a grene gant ar riou, em beuz astennet ac’hanoc’h aze war blunv gwenn ann alarc’h mor ; digan-en me ivez eo ho peuz bet al louzou en deuz ho tigaset enn-hoc’h hoc’h unan, ha brema e choumoc’h gan-en da ober al louzeier a rann gant ar geod mor a zastumann ; ne d-eus ket gwelloc’h evit-ho, eme-z-hi, da barea dioc’h pep seurt klenvejou ; n’ho pezet ket aoun eta, ama e vezoc’h euruz. Arabat eo de-hoc’h avad klask mont ac’han, rak ne d-afac’h ket a-bell hep beza beuzet ; bez’ emaoc’h ama enn eul lez kristal a zo daouzek kant gourrad dindan ar mor. A-zioud al lez-ma zo eunn ene zenn ha di ez ann va-unan ker buan ha lavaret hag evel ma karann, e labouz pe e pesk, da barea gouliou ar re am c’har hag a garann. Va hano-me a zo Morgan, ha mar fell d’e-hoc’h choum ama a galoun vad gan-en, me a zesko d’e-hoc’h ann nerz ho deuz da ober drouk pe vad kement louzaouenn a zo er mor ha war ann douar ; ne deuz netra na c’houzounn ; ne deuz gouli na klenved na barefenn ; va galloud a diz tro-war dro d’ar bed, eun env hep-ken ne c’hellann netra. Pa ho pezo tremenet dek vloaz o teski bemdez eun dra-bennag a nevez, ne c’houezoc’h ket c’hoaz nemeur a dra e-skoaz a c’houzounn ; anez va gwisiegez-me, Arzur ne vije ket bet pare birviken, nag Arzur na kant all am beuz-me digaset nerz ha iec’hed d’ezho, evit ma c’helljent, gwelloc’h a-ze, dispenna ar Zaozoun milliget. » — Setu, eme ar plac’h iaouank, petra a lavaraz Morgan, ar c’hrek kaer-ze d’in neuze, ha brema ez euz eunn nebeud deiziou e c’halvaz ac’hanoun da vont d’he c’haout. Enn he c’hampr edo, el leac’h ma rea he louzeier. Eno, dirak eur pez fourn dan, goloet gant eur baeron arem vraz, e v0a enn he c’hichen eur bern geod a daole ebarz hini hag hini hag a veske goude, peb enn amzer, gant eur wialenn ruz glaou great, eme-z-hi, gant mein kaer. — « Va merc’h, galvet em beuz ac’hanoc’h ama, evit ma klevfoc’h gan-en petra a zo a nevez gant ho preur. Gouzout er-vad a rann e karit kalz anez han hag e kar ivez ac’hanoc’h. Anken ho peuz abaoe ma ho peuz kollet ar gwel anezhan : mad, emez-hi, dare oc’h da goll anezhan evit mad, rak ho preur a zo gwall-glanv hag a dise mervel hep dale gant ar c’heuz en deuz d’e-hoc’h, ma na d-it ket da barea eur gouli a zo deut d’ezhan enn he c’har.

Ho preur a zo brema du-ze en eur c’hoz chapel e-kreiz eur c’hoad braz ; he-unan ema eno, ha red eo d’e-hoc’h mont d’he gaout enn noz-kenta-ma. Diw-heur hanter ho pezo da choum gant-han, hag e-pad ann diw-heur hanter-ze e rankoc’h, da genta, gwalc’hi he c’hat gant ann dour a zivero euz ar bigorn-ma a roann d’e-hoc’h ; ha goude, leda war he c’houli al louzou a zo er bigorn-all-ma. Gant al louzou-ze e pareo a-benn ma vezo bet lakeat teir gweach war he c’har. Pa vezo deut ar mare da zont diout-han, e sachinn war ar sug-ma a stagann oud ho troad kleizha neuze e tistrofoc’h buanoc’h evit ann avel. Eur sklerijenn gaer, evel goulou-deiz, a lakiinn da lugerni enn dro d’e-hoc’h ha gant aoun na c’hoarvesfe gan-e-hoc’h netra a gement a ve evit miret ouz-hoc’h da vont da gaout ho preur pe da zont enn dro, setu eur c’hleze-falc’h, kreva kleze a zo bet biskoaz ; great eo bet evit Arzur ha d’ezhan hep-ken eo bet hag e vezo adarre, pa zistroio a-enep ar Zaozoun. Gant-han enn ho tourn, den na tra ne harzo ouz-hoc’h. Brema, va merc’h, eme-z-hi d’in, kit da wiska ann dillad kaer am beuz lakeat d’e-hoc’h enn ho kampr ha bremaik me va-unan a ielo d’ho kas d’ann aod ; ac’hano ez eoc’h war-eeun hag en em gavfoc’h gant ar c’hoz chapel am beuz lavaret ; eno ema ho preur, eun truez he welet. »

Setu, va breur, emez-hi, penaoz ounn bet saveteat euz ar mor ha penaoz ez ounn deut ama d’as parea. Brema me a ia da leda va louzou war da c’houli ha dioc’h-tu da boan a zigresko hag a ielo kuit. A-benn ma vezinn-me bet ama teir gweach, e vezi pare klok. Diou nosvez all am beuz da zont c’hoaz, goude-ze a-vad ne c’hellimp marteze en em welet ken. — « Petra, eme he breur dezhi, ha ne ve ket gallet tenna ac’hanoud euz a zaouarn Morgan ? Ma c’houesfe map roue ann Hiberni emaoud ama hag ez oud ker kaer all, ne gredann ket e tistrofez ken d’ar mor, rak dont a-benn a rafe da viret ouz-id, kement e kar ac’hanoud. » — « Allaz ! eme-z-hi, enn eur denna eunn huanad, diez e ve d’ezhan va c’haout ; gwelet a rez ar sug-ma stag oud va gar ; great eo bet gant houarn, gant dir ha diamant : Setu penaoz eo, pa fell d’id klevet. Evit miret na zistrofenn ken da lez Morgan, e ve red trouc’ha anezhi e meur a damm, epad ma sko ann heur a zo bet lakeat d’in da vont kuit, ha ne gredann ket e ve bouc’hal na benvek kre ha lemm a-walc’h evit he zrouc’ha enn eunn taol ; koulskoude enn eunn taol, enn taol kenta eo e rank beza torret, pe anez ann eil taol a ielo e-biou. A-benn eur pennad goude ma e devoe lavaret ann dra-ze d’he breur, e pokaz d’ezhan ha dioc’h-tu ez eaz ac’hano evel eul luc’hedenn, eur sklerijen gaer enn dro d’ezhi.


————

Trede Nosvez.


Brema, lezomp Henori da zistrei da weled ar mor hag he breur d’he gortoz beteg antronoz. E-pad ma voa bet ann daou-ma ann eil gant egile, eur paotr-saout en devoa klevet ha gwelet kement a voa bet gant-ho hag e pe c’hiz. — Ar paotr saoud-ma, diank darn euz he chatal d’ezhan, a voa bet choumet pell ann noz d’ho c’hlask dre ar c’hoad ; bez’ ez edo war dro ar chapel, pa welaz eur sklerijen vraz o sevel hag o tont etrezek enn-han. Da genta, e kredaz e voa ann heol ; e-kementse, pa deuaz da zonj d’ezhan ne voa nemet diw-heur c’hoaz abaoue ma voa serret ann noz, e lavaraz out-han he unan : eunn dra-bennag a nevez a zo dre ama, rak evit ann heol n’eo ket, re vuhan en defe great he dro neuze ; n’eo ket al loar ive ; hag he-man a zelle hag a wele e tostae atao ar sklerijen out-han. Petra ra neuze ? Mont da guzet adre ar chapel, hag ac’hano oc’h astenn he zaoulagad e welaz e voa eunn demezell gaer, hag e voa eat ebarz. Ar paotr-man, kivioul ann tamm anezhan, ha dispount gant ann dra-ze c’hoaz, a dosta evit gouzout petra eo ha petra ra ann demezell er chapel. Sellet a ra dre doull ann nor ha gwelet ar plac’h iaouank o poket d’eunn den iaouank droulivet a voa eno ; gwelet a ra anezhi o walc’hi he c’har hag he c’houli dezhan ; he c’hlevet a ra o komz oud he breur hag he-man o lavaret : — « Ma c’houesfe map roue ann Hiberni ema oud ama e ve euruz ha laouen hage teufe evit klask da gaout. » — Ar c’homzou-ma ha kement en devoa gwelet ha klevet ar paotr-ma ne voent ket kollet gant-han. Mont a reaz ac’hano ha ne voa ket da glask he loened, d’ar gear eo ez eaz ha tiz gant-han da lavaret d’he vamm petra en devoa gwelet er c’hoad. Ar vamm a gelennaz he map da vont, kenta ha ma c’hellje, da gaout map roue ann Hiberni ha da lavaret da zen, nemet d’ezhan he-unan, ar pez en devoa gwelet ha klevet. Ar paotr-man neuze, eunn daouzek vloaz-bennag d’ezhan, kenta a c’heure pa zavaz, a voe mont da lez ar Roue. Goulenn a ra oc’h ar gwardou beza lezet da vont el lez. — « Va list, eme ar paotr, ha n’ho pezo ket a geuz ; eunn dra vraz am beuz da lavaret d’ezhan ha ne c’hell klevet den e-bed nemet-han ; hen a-vad a vezo laouen, pa glevo. » — Neuze, setu ma voe lezet gant ar zoudarded. Pa voa eat el lez e c’houlennaz komz oc’h map ar roue hag e voe lavaret d’ezhan pignat d’he gaout. Eat d’ann neac’h, ar paotr a sko war ann nor hag a zigor anezhi dioc’h-tu. Gwelet ara eunn den iaouank kaer hag hep troidellat tamm e c’houlen out-han ha map ar roue eo ? — « Ia da, eme ar prins, petra a zo, va faotrik ? » — « Eunn dra am boa da lavaret d’e-hoc’h. » — « Lavar. » — « Ne rinn ket ama, Aotrou, gant aoun na venn klevet gant unan-bennag ; ha n’ho peus-hu ket eur gampr all pelloc’h du-ze, eme ar paotr o sellet oc’h eunn nor a voa prennet ? D-eomp ebarz, mar plij, Aotrou, hag e klevfoc’h va c’hevridi gan-en, rak arabad eo, eme va mamm, e klevfe den nemed-hoc’h ar pez am beuz da lavaret, eunn dra eo hag a zell ouz-hoc’h-hu hep-ken. » — Ar prins iaouank souezet o klevet ar paotr, a zigor ann nor a voa diskouezet d’ezhan hag a ia ebarz. Ar paotrik war he lerc’h. He-man goude prenna ann nor a zistro neuze oud ar prins hag a lavar d’ezhan penn-da-benn kement tra en devoa gwelet ha klevet. Map ar roue a anavezaz dioc’h-tu e voa ar plac’h iaouank-ze, a voa hano anezhi gant ar paotr, c’hoar he vignoun deut da welet anezhan ha d’her parea, mar gellche. — « Me a rank gouzout, eme ar prins d’ar paotr, ha gwir a leverez d’in ; choum a ri ama betek e-verr da noz ha neuze ez aimp hon daou hag e welinn va-unan, pa dle dont diou weach c’hoaz, eme-te. » — « Ia da, Aotrou, gant-hi he-unan eo em beuz klevet, ha mar d-eo gaou, war e lerc’h e lavarann. » — « Mad eo neuze, eme vap ar roue. » —

Deut ann noz, ann daou-ma a ieaz d’ar c’hoad hag em-berr, war-dro dek heur, setu eur sklerijen gaer o sevel hag o tont war-zu enn-ho. — « Gwelet a rit, eme ar paotr, ema-hi o tont ; tec’homp adre ar chapel ha goude e c’helloc’h gwelet ha klevet, evel a glevjounn hag a weljounn deach. » — Hervez kelenn ar paotr, map ar roue a ia a guz hag ar plac’h iouank adarre a ia ivez er chapel hag a ra d’he breur, evel e devoa great enn noz a-raok. Ar prins a zell piz out-hi hag a wel brema ez eo hevel-buez oc’h ar patrom en devoa bet digant he breur hag eur barr kaeroc’h zo-ken, evel a lavare. He c’hoar eo, eme-z-han, me wel er-vad brema n’eo ket hen eo a dlie beza tamallet, ann diou a zo du-ze eo; kavet e vezint. Ar c’henta tra a zo eo kaout hou-man euz al leac’h m’ ema. Neuze e selaou piz hag e klev petra a lavar he breur d’ezhi ha petra a lavar hi d’he breur. — « Ma c’houesfe map ar roue, eme-z-han !… » — « Ha pa c’houesfe, eme ar plac’h iaouank, ne ve biken evit va c’haout euz a dre daouarn Morgan. Koulz ha ma c’hoar hon-man parea dioc’h pep seurt klenvejou, ez eo sorserez ivez. » — « Gwelet e vezo, eme ar prins out-han he-unan. » — Neuze, pa voent distro ac’hano, ar prins a lavaraz d’ar paotr : — « Ar wirionez as peuz lavaret d’in ha brema e rankez dont gan-en adarre, ma welinn hirio ha me a c’hello kaout tud ha benvegou kre a-walc’h evit dont a-benn, enn taoliou kenta a vezo skoet war ar sug, da drouc’ha anezhi e meur a damm. » — Distro d’he lez, map ar roue a gemen da gement gofeller a zo e kear dont d’he gaout. Pa voent en em gavet, e voe roet da zarn anezho houarn, dir ha diamant, gant gourc’hemenn da ober eur sug kalz tevoc’h evit ann hini en devoa gwelet stag oc’h troad ann demezell; ha da zarn all, houarn ha dir ha diamant ivez da ober eunn hanter dousenn bouc’hili drem met kalet a-walc’h evit trouc’ha ar sug a vije great. Bouc’hili ha sug a ranke beza eno a-benn diw-heur goude kreisteiz ; arabad e voa na vijent ket, pe anez e vije bet beac’h war groc’hen unan-bennag. — Kroc’hen den ne zamantaz ha great e voe sug ha bouc’hili er mare ma voa bet lakeat hag evit doare great mad, rak dioc’h-tu c’houeac’h den euz ar re greva, lakeat eno enn eur renkad hed-a-hed ar sug, a zarc’hoaz a daol ho c’houeac’h hag a reaz seiz tamm anezhi. - « Mad ar stal, eme vap ar roue, c’houi, va zud, ho peuz darc’hoet aze, a choumo ama ken a vezo e-verr ha neuze ez aimp enn tu-bennag kement hini a zo ac’hanomp. » — Great e voe evel a lavaraz, ha dagus-heol ec’h en em gavent er c’hoad tost d’ar chapel. Ann dud a voe kuzet gant ar paotr da c’hortoz ar plac’h iaouank da zont. Pawelaz ar paotr hag ar prins ezedo Henori er chapel gant he breur, ez ejont ho daou da renka ho zud. Ar paotr bihan a choumaz gant arre-ma hag a lavaraz d’ezho : — « Brema, en em lakait aze a-zoare ha pep hini dioc’h-he du, evit gallout darc’hai a-daol hag a nerz korf war ar sug a welit, pa ziskouezinn d’e-hoc’h ; bezet gant pep hini he vouc’hal er vann ; arabad eo a-vad e ve unan warlerc’h egile ; evez ouz-in brema ! » — Sini a ra hanter-noz, hanter-noz-hanter a zo o vont da skei hag ar c’hoar a zo dare da vont evit mad dioc’h he breur. He-man a ouel hag a huanad, hag he c’hoar, glac’har ivez leiz he c’haloun, a zo red d’ezhi c’hoaz rei nerz d’he breur. Ne c’hello mui, siouaz ! gwelet anezhan, ne vezo mui evit dont euz a weled ar mor, ha dalc’het e vezo eno hiviziken gant Morgan da ober louzeier ne vezint ket evit parea anezhi dioc’h he doan hag he c’heuz. Ia, doan e deuz, ar c’hoar vad, o vont dioud he breur ha koulz lavaret diwar ann douar. Pegen euruz-bennag e vezo, e ve gwelloc’h gant-hi choum hep mont ha kaout poan, mar d-eo red, evel ar re all. Siouaz d’ezhi ! Ne dalv ket lavaret, poket a ra d’he breur, briata a ra anezhan enn eur skuilla daelou hag enn eur lavaret kenavezo d’ezhan. Mall e voa dezhi rak ar sug a denn war he gar. Dioc’h-tu ar paotr saout a zo er-meaz a ziskouez d’he dud skei, ha dioc’h-tu e voe klevet c’houeac’h taol bouc’hal o koueza ken a zoune war ar sug a voe trouc’het eno e seiz tamm. Ann tamm dioc’h ar mor a riklaz kuit ha ne voe gwelet mui. Ar plac’h iaouank, ne c’houie doare euz a netra, a zo souezet ha laouen o welet petra a zo c’hoar vezet. Map ar roue a grog enn he dourn hag a deu gant-hi da gaout he vignoun, enn eur lavaret : — « Brema me wel er-vad n’ho peuz ket drouk-c’hreat em c’hever. Setu ho c’hoar, anaout a rann anezhi dioud he fatrom, ha ma kar, me a vezo he fried. » — Ar plac’h iaouank, laouen o welet ne rankche mui distrei d’ar mor hag e c’hellche choum hiviziken gant he breur, a lavaraz da vap ar roue e devoa bet lavaret ia a-raok ha n’en em zislavarche ket brema.

Mad eo, pep tra a c’hoarvez evit ar gwella, eme ar prins iaouank ; d-eomp holl brema d’al lez. Ar prins a glevaz hed ann hent gant he vignoun petra a voa bet c’hoarvezet gant he c’hoar, ha penaoz e voa bet taolet er mor gant he magerez hag he merc’h. Dre ze, dioc’h-tu ma en em gavaz er gear e lakeaz gori eur fourn en devoa ha strinka enn-hi he c’hrek hag he mamm. N’ho devoa ket laeret ho gobr, ann diou bez-fall ma voant ! A-benn nebeud deisiou goude, e voe great ann eured nevez gant ar prins iaouank hag ar plac’h koant-ma eaz hor bro. Fest a voe epad daou viz hep distaga, ha klevet a zo lavaret e voe, pedet gant ar brinsez nevez eur c’halz a dud euz a Vreiz da vont d’ann Hiberni. Mont a rejont ha pa zistrojont, ne glevet anezho nemet o kana meuleudi da dud ar vro-ze, tud vad evit doare hag euz a c’hwenn ar Vretoned koz.

Ar brud euz ar pez a voa bet c’houarvezet a redaz buan dre gement bro a voa tro-war-dro, ha setu war zigarez ma voa bet devet ann diou c’hrek fall, ne dalie ket eur gwennek kroc’hen pep hini, setu eur brezell spountuz o tigeri gant ar Zaozoun faoz a enep Roue ann Hiberni. Eunn abek fall e voa hen-nez, hag eunn dra-bennag-all eo a c’hoarie gant-ho. Ar Roue deut koz hag isil a lakeaz he vap e penn he zoudarded evit difenn he vro. Ar prins iaouank a voa eur paotr stard hag a galoun ; pa glevaz petra a voa ne d-eaz ket war a-dre, petra-bennag ma voa rankout d’ezhan mont dioud he bried ha lezel anezhi er gear gant he dad. He-ma, ar Roue koz ma, a voa eunn den euz a re wella : evelato ar prins a lavaraz d’ezhan taol evez n’a c’hoarvesje drouk e-bed gant he bried iaouank. — « Ne raio ket, n’as pez ket a aoun rak kement-se, ha gant ma c’helli en em viret da-unan dioc’h ar Zaozoun koulz ha ma vezo hi miret dioc’h pep drouk gan-en, ec’h en em welimp hep dale laouen hag euruz. » — Lavaret mad a rea ann tad ; he-man a gare re he verc’h-kaer evit gouzanv ann distera poan da zont d’he c’haout.

Ar prins iaouank a voa eat eur miz pe zaou a voa euz ar gear, hag he bried a iea bemdez da ober eunn dro-vale dre al liorz gant he zad kaer. Henori a daole evez oc’h peptra, evit anaout ann ardemez dre enô. Eunn dervez e savaz a-bred hag ez eaz d’al liorz ; ann mor a voa digor hag hou-man dioc’h-tu ac’hano, gant hi ar c’hleze e devoa bet digant Morgan. Mont a ra da di eur miliner a voa eno tost hag e c’houlen eur marc’h digant-han. Ar miliner a roaz d’ar c’hrek iaouank eur c’hoz marc’h en devoa eno er c’hraou hag hi ha mont war he gein ha iao kuit. Kaer e devoa klask lakaat he marc’h da vont buan, ne rea pep gammed nemet koueza war he benn. — « Sadama eur c’hoari vrao am beuz-me kavet ama, eme ar brinsez, mar talc’hann-me he-man, ne d-inn ket a-bell, feteiz ! Deport, eme-z-hi, aze zo eur prad glaz ; hag hi ha disken eno ha leuskeul he marc’h er prad. Hou-man a c’houie er-vad petra rea ha ne vije ket bet eat euz ar gear, ma ne divije ket gouezet petra voa nerz he c’hleze-falc’h. Perc’hen ar c’hleze-ze n’en devoa nemet gou lenn evit kaout. Ar brinsez a anaveze ann dra-ze hag a lavaraz : — « Dre va c’hleze, ra ve ama dioc’h-tu ar c’haera marc’h a zo bet biskoaz ! » — Ha setu eno eur marc’h euz ar seurt ne weler mui, dibr war he gein ha kabestr arc’hant enn he benn. Ar brinsez a bign war he gein ha kuit. Ne voe ket pell ma en em gavaz el leac’h ma ’z edo he fried. Hou-man, ar brinsez-ma, evit miret na vije anavezet gant den, a voa gwisket evel eur brezeller kaer. Ann diou arme a voa ann eil dirak e-ben ha c’hoari a-zevri-beo a voa gant-ho. Koueza a rea tud he fried evel keillen, ha kaer ho devoa klask stourm hag herzel oud ho enebourien, ne voant seurt-Doue d’ezho. Neuze ar prinsez a lamm war he marc’h, e-kreiz ann emgann ruz ; tenna a ra he c’hleze hag evel eur falcher e-kreiz eur prad ne dennaz eunn alanad, ken a voe lakeat a-stok gant-hi eur c’harden Zaozoun, ann hanter pe war dro euz ar re a zalc’he penn oud map roue ann Hiberni. He-man hag he zoudarded koulskoude ne c’houment ket a dre ken nebeud, lammet a reont, evel enn taoliou kenta, ha kaer ho devoa evelato, ar Zaozoun a stoke anezho, ha beac’h ho devoa ann Hibernied o c’hounid war-n-ezho. Ar prins iaouank, o welet pe la bour a zo digor, a zired evel eunn taro gouez da deurka ar Zaozoun. Kaout a reaz harp d’he gernel ha d’he daoliou hag anefe he c’hrek en divije ranket koll ha tenna a-gil; great e voa adarre ho stal d’he dud, pa en em gavaz c’hoaz ar brezeller iaouank (ar brinsez eo e voa hen-nez adarre), da harpa enezho evit ann eil gweach. Tost d’ann hanter euz ar re a choume a voe lazet gant-han c’hoaz, hag evelato dre ma laze anezho, ar re all, evel moc’h-gouez, ne dec’hent ket enn he raok.

Map roue ann Hiberni a lavaraz da lod euz he dud ober ann dro d’ar brezeller iaouank ha derc’hel anezhan er penn kenta, evit ma c’hellje dont da anaout piou e voa. Kaer ho devoe klask dont a benn a gement-se, tec’het a c’heureu he-ma euz ho daouarn ha mont kuit hep na c’houient e pe leac’h. Neuze prins ann Hiberni a stagaz eur weach c’hoaz gant ar Zaozoun a voa dira-z-han, kaloun a-walc’h en devoa he-man hag he dud ive, ma vije bet hanter anezho d’ar re all ; pegement bennag ma voa bet lazet d’ar Zaozoun marteze Ouspenn ann diou zrederenn wella euz ho zud, ar re a voa beo c’hoaz a voa anezho muioc’h evit euz ann Hibernied.

Neuze ar brezeller a zistro eur weach c’hoaz da staga gant ar Zaozoun ; ann dro-ma eo ann diveza d’ezho, rak dre ma ’z ea he-man a-raok, ne welet a-gleiz hag a-Zeou nemet ar pennou o tistaga, ann dud o koueza hag ar goad o poullada ken doun, ma voa ruz glaou bruched marc’h braz ar brezeller. Spountuz hag heuzuz e voa gwelet kemend all a dud oc’h en em laza, klevet eunn trouz hag a lakaje kalounou mammou da frailla enn ho c’hreiz. Perak ann dud, pa ho deuz skiant, n’int-hi ket evit en em glevet etre-z-ho, hep dont d’en em laza, gwasoc’h evit al loened gouez ? Allaz netra ! epad ma vezo daou zen beo ha pa ve unan anezho enn eur penn euz ar bed hag egile er penn all, atao e vezo brezell gant-ho, mar gellont.

Enn dro-ma ar Zaozoun a voa bet flemmet ken doun gant ar brezeller, ma rankchont goulenn ar peoc’h. Red mad e voa d’ezho, rak kement den a vrezel a voa e Bro-Zaoz a voa deut d’ann Hiberni, o kredi, eme-z-ho, e teuje gant-ho enn distro kement vad a voa ebarz. Eunn distro kaer ho devoe, ha mad a voe great d’ezho ; biskoaz den ne voe paket evel ar-re-man a rankaz leuskel ho c’hroc’hen eno da zec’hi beteg ar varn. Hed eul leo hag ouspenn ann douar a voa goloet gant korfou ar Zaozoun. Goad Saoz a lavar darn zo, ne d-eo ket mad da drempa ann douar, o veza ma sao diwar-n-han lous toni ha grisiou fall e-leiz. Mad pe fall, a-walc’h a voa bet skuillet a c’hoad eno ; a-walc’h, ken a dride kalounou ann Hibernied holl.

Great ar peoc’h brema, ar prins iaouank en devoa mall da zistreida welet he bried ; laouen e voa,o welet e voa bet treac’h. Eunn dra a voa evelato hag a rea poan d’ezhan, hag ann dra-ze dre n’en devoa ket gallet anaout piou e voa ar brezeller en devoa great kement all a vad d’ezhan ha d’he dud. Ann dro ziveza ma voa bet hen-nez treac’h d’ar Zaozoun, ar prins iaouank en devoa gallet tostaat ha komz out-han ; goulenn a reaz piou e voa. — « Ha forz zo de-hoc’h, eme-z-han, piou ounn-me ! Ne vec’h ket tamm e-bed gwelloc’h evit gouzout va hano. Treac’h oc’h, bezit laouen ; me am boa bet kefridi da rei kennerz d’e-hoc’h, ha roet em beuz. Setu zo a-walc’h. » — « Ne d-eo ket, eme ar prins, a zistag neuze he groaz dioud he vruched hag a ro anezhi d’ezhan evit diskouez he galoun vad. » — Egile a gemeraz ar groaz ha kuit ac’hano gant-hi, hep lavaret ger.

Ar brezeller-ma, a c’hoar ann holl piou eo, ne voe ket pell evit bale d’ar gear, ha kredi a c’hellit ne choumaz ket da c’hoari enn hent. En em gavet enn distro dirak ar prad, e peleac’h e voa bet lakeat marc’h koz ar miliner da beuri, ar brinsez iaouank, rak hi eo, a voe souezet o welet e voa deut kel lard ha ma voa treud araok, ken en devoe beac’h he berc’hen oud he anaout, pa en em gavaz er gear. Brema hou-ma, goude trugarekaat ar miliner, a ieaz ac’hano buan d’al lez. Pa en em gavaz gant he zad kaer a voa nec’het eur pennad mad a voa gant-hi, he-man, e feiz, a voe laouen oud he gwelet hag a c’houlennaz e pe leac’h e voa bet keid-all. Eunn dervez-bennag zo, eme-z-hi, e voann bet eat da ober eur bale el liorz, hag o veza kavet digor ann nor ez ejounn er c’hoad a zo tost aze, ha pa glaskjounn ann hent da zont er meaz, kaer am boe klask ne gavenn hent e-bed; hirio h ep-ken eo em beuz gallet dont er meaz euz ar c’hoad ha distrei d’al lez. — « Mad as peuz great, eme ar Roue koz, rak ma pije daleet pelloc’h, da bried a vije en em gavet er gear enn da raok, ha me neuze am bije klevet trouz gant-han, ha na vije ket bet heb abek, p’en devoa lavaret d’in da ziouall. » — « Mad, mad, va zad, list ann traou-ze brema ha bezomp laouen, mar d-eo gwir am beuz klevet eo great ar peoc’h. » — « Eo da, eme ar Roue koz, great eo ; da bried en deuz skrifet d’inn ann dra-ze war al lizer-ma ; sell hag e weli ; evid-oud eo kement ha muioc’h zo-ken eget na d-eo evid-oun-me. Ar gwella zo eo iac’h, a drugare Doue ! Dioc’h ma lavar, e vezo distro a-benn e-werr da noz, pe warc’hoaz vintin da zivezata. » — « Mall am beuz, eme-z-hi, da welet anezhan ha da glevet gant-han ann taoliou kaer a zo bet great, hag evit doare ez euz bet, rak hano a zo gant-han, war he lizer, diwar-benn eur brezeller ne deuz ket kalz evel-d-han. »

Ne voa ket a-veac’h lavaret mad ar c’homzou-ma gant-hi, ma en em gavaz eur c’hannad da zigaz ar c’helou ez edo tost map ar roue. Ar Roue koz hag he verc’h kaer a ia d’he ziambroug ; ne voent ket pell ma en em gavchont gant-han. Distrei a reont ho zri d’al lez. Epad ma ’z edont gant koan, merc’h kaer ar roue a c’houlennaz oud he fried piou e voa hen-nez, ar brezeller braz ze, a voa hano anezhan war he lizer hag en devoa great taoliou ker kaer a lavare ? — « E-feiz, eme ar prins, diez e ve d’in lavaret piou eo, pa ne c’houzounn va unan ; goulennet a-walc’h em beuz he hano, hen a-vad ne falveze ket d’ezhan e vije anavezet gant den, evit doare. Ne gav ket d’in e ve euz ar vro-ma, rak ne anavezann den e-bed dre ama a-gement a ve ker kre ha ma ’zeo. » — Ar c’hrek iaouank a ra ann neuz da veza souezet, sellet a ra ouz he fried hag enn eur zellet e wel, evel kement hini a zo eno, n’ema mui he groaz oud he vruched gant-han. — « Asa, emez-hi, petra ho peuz-hu great euz ho kroaz ? pe gollet pe betra eo gan-e-hoc’h ? » — « Red eo ma ve, eme vap ar roue, ne felle ket d’ezhan lavaret ar wirionez war gement-man. Tizet eo bet, me-c’hoar-vad, gant eunn taol goaf pe eunn taol kleze-bennag e kreiz ann emgann, ha neuze eo kouezet ha kollet hep gouzout d’in. » — « Diwallit, va fried, eme ar c’hrek iaouank, na ve gaou a lavarfac’h ; roet eo ho peuz anezhi da unan-bennag ha marteze hou-man eo, eme-z-hi, o tenna euz he godell hag o tiskouez d’ezhan ar groaz e devoa bet digant-han. » — « Gwir eo, eme vap ar roue, hon-nez eo va c’hroaz, ha penaoz ho peus-hu bet anezhi ? » — « Penaoz, eme-z-hi, em bije me bet gallet he c’haout, ma n’ho pije ket c’houi roet anezhi d’in. »

Neuze ar prins hag ar re all a voa eno koulz hag ar Roue koz he-unan a anavezaz er-vad e voa hi eo a voa bet eat d’ann emgann hag e devoa bet great ann taoliou kaer a voa hano anezko war al lizer. Map ar roue a zavaz dioc’h-tu dioc’h taol da boket d’he bried dirak ann holl.

Ar c’hrek iaouank a lavaraz neuze : — « Mar d-oc’h bet treac’h ha m’am beuz-me great eur vad-bennag d’e-hoc’h ez eo, kredit er-vad, dre nerz ar c’hleze-falc’h a voa gan-en. Ar c’hleze-ze ne harz den na tra out-han, pa vez ar gwir gant ann hini a zougen anezhan. Bet em beuz-hen digant Morgan, hag hervez am beuz klevet gant-hi ne d-eo bet beteg hen nemet da unan euz ar Vrezellerien vrasa a zo bet biskoaz ; roet e voa bet d’ezhan gant Marzin. D’e-hoc’h-hu, va fried, e roann anezhan brema, dalc’hit d’ezhan hag ar Zaoz birviken ne vezo evid-hoc’h ; arabad eo e ve kollet, rak klevit mad : c’hoari a ranko c’hoaz ha c’hoari stard a enep ar Zaozoun, a-benn e-leiz a vloavesiou ama. Ia, emez-hi, eunn amzer a dle beza ma vezo gwasket ha gwall-gaset ar wenn villiget-ze. Evel bleizi e vezint kaset euz ar vro pe lazet, unan a zaou. Euz ar pevar avel e savo ann dud enn ho enep ; ar brini gouez a nijo hag a grio, bodet a vandenn a-zioud ar Zaozoun astennet maro a steiou ; dispenna a raint anezho tamm ama, tamm a-hont. Dalc’hit mad d’am c’homzou, ne d-eo ket gevier int ; klevet em beuz ar pez a lavarann ama, pa ’z edounn el lez kristal e gweled ar mor gant Morgan he-unan. » —

Goude-ze, epad ma vevaz map roue Hiberni hag he bried, ar Zaozoun ne deujont ket eur weach zo-mui-ken da glask netra enn ho bro. Mad a rejont, rak ho ler en divije damantet. Ne voant ket hep gouzout ann dra-ze ha n’ho devoa ket an kounac’heat ar gwall lamm a voa bet distaget diout-ho gant Merc’h Breiz-Izel. Tud ar vro-ze a zo goad dindan ho ivinou, ha n’eo ket Saozoun fall a rafe da verc’hed Breiz zo-ken tec’het birviken enn ho raok. —

Evel am beuz klevet gant va zud koz, am beuz lavaret de-hoc’h ; pa ne deuz netra e-bed ken, lakeomp peb a gornad butun brema !


G. Milin.


E pors Kernok, enn Enez-Vaz, ann 29 a viz Du 1869.

KONTADENNO AR BOPL EN BREIZ-IZEL.


————
ANN DAOU DORT.


————


Iez Treger.


————


Ur wez a oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag a oant mignoned ho daou. Kemenerrienn a oant ho daou, ha bemdez ec’h eent da labourad d’ann tiegezo war-ar-mez, pep-hini en he du. Un noz, pa oa Nonnig o tistrei euz he dewez, divezad un tammig, digwêt en lann Penn-ar-Roc’ho, a klewas mouezigo o kana evelhenn :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

— Daoust piou a zo o kana evel-se ? — a laras en-han he-unan. Hag a tostaas, goustadig. Sklezr a oa al loar, hag a welas ann danserrienn-noz, pere a zo kornandoned, krog dorn-euz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-rok :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Hag ar re-all holl a gane war he lerc’h :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her.

Ha na larent memet se. Nonnig hen defoa klewet aliez komz euz ann Danserrienn-Noz, met biskoaz n’hen defoa gwelet ann-he, hag a em guzaz dreg ur roc’hel ewit sellet out-he. Met gwelet a oe prestig, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag hi neuze da dansal ha da drei en-dro d’ehan, ha da gana waze wit biskoaz :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

Ha da laret da Nonnig : — Deus da dansal ganimp iwe !

Nonnig na oa ket ur potr aounig, hag ac’h eaz en danz ; ha setu-han da drei ha da gana gant-he :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

— Ha goude ? a laras ; gwal-vezr eo ho sôn.

— Na euz kén, — a larjont d’ehan.

— Penoz na euz kén ? Perag na laret ket iwe :

Ha dizio ha digwener ?

— Ia a-vad ! a larjont holl, — se a zo brao kaer. Hag hi da gana neuze :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio ha digwener !

Ha da vont en-dro, en-dro ! — Pa c’hoantaas Nonnig mont-kuit, a larjont ann eil da egile :

— Petra a rofomp d’ann den-ma, ewit bea hirret ha braoet hon zòn ?

— Ann dra a garo ; arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe bea didortet.

— Mar karet ma didorta a-vad, a laras Nonnig, na c’houlennan kén diganac’h.

Ha kerkent a oe lemet he dort d’ehan, hag a tistroas d’ar gèr skanv hag eeun, a zoken ur potr koant.

Ann dewarlerc’h, pa welas he vignon Gabig anehan, a oe souezet.

— Petra ? emehan…, hag a selle euz he gein…, ha da dort ?

— Et-kuit, — evel ma weles.

— Penoz eo c’hoarvezet kement-se ?

Hag a kontas d’ehan evel ma oa c’hoarveet ann dra.

— Ah ! me aio iwe en-bezr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet ann danserrien noz.

Hag a reaz evel ma hen defoa laret. Pa arruas bars al lannek, a oa are ar c’hornandoned o tansal hag o kana :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

A gane unan da genta, — hag ar re-all war he lerc’h :

Ha dizio, ha digwener !

Hag a troënt, hag a lampent ! — Gabig a dostaas, hag a larjont d’ehan ;

— Deus da dansal ganimp iwe !

Ha setu Gabig dorn-euz-dorn gant-he, ha da dansal, ha da gana evel-t-he :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio, ha digwener !

— Ha goude ?… a laras.

— Na euz kén ; petra, c’hui a oar c’hoaz ?

—Ia da !

— Oh ! larit eta, larit eta !

Ha disadorn, ha disul !

— Oh ! se na eo ket mad ! se na junt ket ! hon zonig a oa koant-kaer a-rok, ha na eo kén brema ! Petra a vo gret d’ehan ?

— Lakaad d’ehan tort egile, — a laras unan.

— Ia, ia, lakaad tort egile war ec’h hini.

Hag a oe peget tort Nonnig d’ehan war ec’h hini, hag a tistroas d’ar ger drouk en-han ha mezuz braz, m’ho ped da gredi.

Hag evel-se, ar peurest he vuhe, a renkas dougen daou vec’h, ec’h hini hag hini he gamarad.[5]

Dastummet en Plouaret gant F.-M. Ann Huel.

D’AMM MIGN0N K0Z,


Iann-Pipi-Mari AR SKOUR,


Barz ann Itron Varia-Remengol.


————
War don : Gralon ha ker Is.
————
I.

Barz Remengol, tad ar Barzed,
Aliès d’in c’heuz lavaret :
« Deuz ta, dihûn, potr lemm Kerne !
» Dispak d’emp eur zonik neve ;

» Eur zon ebatuz ha lirzin
» Da lakat Breiziz da c’hoarzin ;
» Da lakat Breiziz da drida,
» Da fringal ha da c’hourina. — »

II.

Nann ! potr Kerne n’a rimo ken,
Touignet e zeo beg he bluen,
En he spered ’neuz mui a dân,
En he skeven ’neuz mui halân,

He zac’h biniou a zo roget ;
He goz vombard a zo faoutet,
’Neo ket siouaz ! mouzat a ra
He zutell zo eet da netra. —

Barzed iaouank, a beb avel
A gân brema dre Vreiz-Izel :
Pa richân ’n eostik er vojen,
Tec’h ha kloz da veg, koz kaouen !!!

Proux.


EVIT TRUGAREKAT ANN AOTROU AR SKOUR.


————


Me a garje, Aotrou Ar Skour,
Barz Rumengoll, barz Gwir-Zikour,
Kaouet mouez flour ann eostik-noz
’Vit kana da iaouank, da goz.

Me am bize neuze kanet,
Hep ehan, Tad ann holl Varzet,
En deuz savet mui a werziô
Evid hini all euz ar Vrô.

Telen Gwenc’hlan, telen Merlin,
N’ho deuz ket sonet kel lirzin,
Dré ne ganent vel hoc’h hini
Doue, ar Zent, ar Feiz, Mari.

Ni holl Barzet, ni a veulo
Telen Gwengamp bété ’r maro :
Ra vô genoc’h bennoz Doue
Ha gand ho tud a re da re.


Ian-Mari Ar Merser,
Kure e Gwengamp.


————

REIZ


BREURIEZ BREIZ-IZEL.


————
I.

Savet eo Breuriez Breiz-Izel.

II.

Kent evit beza er Vreuriez e vezo ret beza digemeret ebarz gant ar Rener, ha daou euz ar Genvreudeur.

III.

Ret e vezo rei, evit mad ar Vreuriez ha moulla ar skrijou, ugent real ar bloaz.

IV.

Ret e vezo gouzout komz pe skriva ar Brezonek kent dont er Vreuriez. — Trugarekeat e vezo kement hini a raio eul labour bennag dre skrid evit mad hag enor ar iez hag ar Vro.

Koulskoude ann dud gwiziek a beb bro, petra bennag ne c’houfent ket ar Brezonek a c’helfe dont er Vreuriez.

V.

Ar skrijou savet gant unan euz ar Genvreudeur ha roet d’ar Vreuriez gant-han, a vezo moullet diwar he c’houst hag a vezo miret gant-hi.

VI.

Beb bloaz e vezo moullet eul leorik great gant labouriou ar Genvreudeur, hag el leorik ze e vezo kavet ann doare euz a gement a vezo tremenet er Vreuriez e pad ar bloaz. — Al levr ze a vezo kaset d’ann holl Genvreudeur.

VII.

Eur Rener a vezo hanvet evit eur bloaz hepken war eun dro.

VIII.

Ar Rener, pe an eil Rener, ha gant-han c’houec’h Kenvreur a roio kuzul, pa vo ezomm war ar pez a zell ouz ar Vreuriez.

IX.

Eunn Tenzorer a vezo hanvet, ha da-hen-nez e roio pep Kenvreur he ugent real ar bloaz.

X.

Beb bloaz e vezo kanet eunn oferen evit ar Genvreudeur tremenet, ha great eur pennad skrid el levrik evit derc’hel sonj anez-ho.

XI.

Ann Aotrou Godefroy Brossais Saint-Marc, Arc’heskop Roason, a zo bet hanvet gant ann holl Varzed Rener a enor evit bepred, e Breuriez Breiz-Izel.

XII.

Ann Aotrou Aogustin DAVID, Eskop Sant-Briek ha Landreger, a zo bet hanvet gant ann holl Varzed, Rener a enor evit bepred, e Breuriez Breiz-Izel.

XIII.

A zo bet hanvet Iann-Per-Mari Ar Skour, Rener ; — Iann Hingant, eil Rener ; — A. Etienne, Tenzorer ; — Iann-Mari Ar Iann ; — Fanch-Mari Ann Huel ; — Charlez a vro C’hall ; — Gabriel Milin ; — Prosper Proux, Skrivagnierien Breuriez Breiz-Izel.


Evit testeni gwirion,
Rener Breuriez Breiz-Izel,
I.-P.-M. AR SKOUR.


Gret e Montroulez, ann 31 a viz Eost, er bloavez 1869.


FIN
  1. An Aotrou Kerloc’h, Person Hanvek, maro ar 17 a viz Genver 1860.
  2. An Aotrou Daniel, Vikel-Vraz a Eskopti Kemper, maro ar 26 a viz Du 1868.
  3. Ann Eskop Guen, — eur zant, ann Aotrou Joseph-Mari Graveran, Eskop Kemper ha Leon, maro ar c’henta deiz a viz C’houevreur 1855.
  4. Ann Aotrou Michel Karis, Barz Méné-Bré, Person Plougras, maro e Plestin, ar 15 a viz Mae 1867.
  5. — Dans la version de ce conte publiée par M. Corentin Tranois dans la Revue de Bretagne (1833 — tome II — page 109) sous le titre de : Histoire de Coulommer et de Guilchand, — le second tailleur bossu, Guilchand, demande le trésor laissé par son confrère qui, dédaignant l’or et l’argent qu’on lui offrait, avait préféré se voir enlever sa bosse. On ajoute la bosse de Coulommer à la sienne. Selon la tradition rapportée par M. Tranois, — « ces malins démons (les kornikaned, — qu’on appelle kornandoned dans le pays de Tréguier), — « sont condamnés par une puissance inconnue à une longue pénitence. Un mot de plus de la bouche de Guilchand allait y mettre fin pour toujours. En ajoutant à la chanson de Coulommer — disadorn ha disul, — il aurait dû dire encore tout de suite : - setu echu ar zun. — un autre, plus heureux, proféra ces paroles, — par hasard sans doute, - et aussitôt la danse infernale cessa, et depuis ce temps les kornikaned n’ont pas paru dans la vallée de Goël. » — Dans notre version, c’est pour avoir péché contre les lois de la versification, — le rhythme et la rime, que le second bossu paraît avoir été puni. —