Kimiad (Tiryr ha Melibee)



KIMIAD


Entre daou Bastor eus a bere unan a rank mont er mès ar vro, hak un all a hell chom er ghèr goude eur brezel entre kenvroïs.


————


TITYR HA MELIBEE.


MELIBEE.

Dindan eur vezen fau goloët a zeillou,
Tityr, he m’oc’h trankil ho son ar biniou,
Ha ni rank sivoas demp mont pell eus ar vro-ma,
Hor mam-bro, ar parkou a gariemp ar muia !
C’hui, Tityr, en keït-se, en disshëol ha diskuis,
A zesk d’ar c’hoajou-ma hano Amaryllis.

TITYR.

Un Doue, Melibee, hen deus grèt din grassou ;
Rag da vikenn he veo en touès va Douëou,
Hak an auteriou sagr en he henor savet
Gant goad va aïn munud liès a veo trempet.
Hên dre he drugarez eo hên deus va leset
Da chom ebars em bro da zivoal va dênvet ;
Hak evel ma velit he ro c’hoas konje din
Da son ar biniou var an ton ma kirin.

MELIBEE.

N’em eus ket a avi ; muioc’h am eus a souès !
En kreïs an oll drubuill a veler en hon touès !
Goëlad a rit, Tityr, en despet d’am c’hlênvet,
He rankân da bell-bro mont da gass va dênvet.
Setu un dânvades am heuill gant cals a boan ;
Ase var ar roc’h noas he deus leusket daou oan ;
Va esperans he voant, hak hint abandonet
En kreïs ar c’hoat kelvez, el lec’h ma voant ganet.

Ar poaniou-se so bet diskleriet aliès
Din dre gals a skoäriou ma lakajen evès.
Sonch am eus meur-a-vech da veza bet goelet
Ar gurun eus an ê var guez dero kuëzet ;
Divar eur goz-kleuzen, ebars en hor c’hoajou,
He deus ho diskleriet ar vran a voall-ghelou.
Kousgoude, ô Tityr, din breman livirit
Piou he zeo an Doue a bini he gomzit.

TITYR.

Sot avoallac’h he voann, Melibee, da gredi
He voa ar ghèr a Rom hevel eus an hini
Da bini zomp kustum, entrezomp Pastoret,
Da gass kenn aliès aïn hon dênvedeset.
Kement hak tir chass bras mên grede’r re vian,
Ha kement hak he vam em sonch he voa un oan !
Ar bras gant ar bian evel-se gomparen !
Mais dreïst an oll ghèriou Rom a sao heït he fenn
Hevel ar guëz cyprès azioc’h d’an alek
Pere gant an avèl a blek hak a zisplek.

MELIBEE.

Perak ho poa kement a c’hoant da vont da Rom ?

TITYR.

Ai liberté glaskenn ; di he voa èt da chom.
Grèt he deus abennfin eur sellik a druez
Eus eur c’hès ruzudik, arok fin he vuez ;
Arruët eo goude he gortos pell amser,
Pa voa louëd va baro dindan dorn ar barvier.
Eur vech m’am boë gallet hanaout Amaryllis,
Servich Galatea biskoas na c’hoantaïs ;
Rak ansao hen a rin, dindan Gallatea,
Evit va liberte neb esperans n’am boa,
Hak eus va zam danvez na haillenn kaout sourssi.
En despet ma kassenn kals victimou dezi,
Eus va louënet guella, ha kals a lès kaoulet,
Eus an hini drussa, hevit-hi kaledet,
Eus ar ghèr digar-se pa zistroënn d’ar ghèr,
Biskoas gant an arc’hant va dorn na voë pounner.

MELIBEE.

Bras voa, Amaryllis, ho ! bras he voa va souès
Ho velad da ankenn hak ho klevad da vouës,
Ho vont var zu n’evou ; ha da biou he virès
Ar frouès eus ar brankou a zivill a lesès ;

Ho, n’en deus mar abet, te Tityr, a vankè,
Ar guez, ar funtuniou hak ar plant a kalvè !

TITYR.

Petra a rajen-me ? ne haillenn sortial
Demeus va esklavach, na kavout en lec’h-all
En neblec’h Douëou evidon ken doughèt.
An den ïaouank-mad-se enon am eus goëlèt,
Ha daouzek guëch ar bloas divar he auteriou
He savo ar moghet demeus va victimou !
Hen, goude beza bet selaouët va fedenn,
Hen deus bet diouzin kausëèt evell-enn :
Hit, pautrèt, emezan, evel ma zec’h guëch-all,
Er peuri ma kerfet da vessa ho chatal.

MELIBEE.

O, den-koz hevurus, c’hui chomo en ho pro,
Ha ganec’h he chomo ho touar tro-var-dro !
Bras avoalc’h evidoc’h, petra benak un tu
So goloët a veïn hak un all a benndu.
Ho saout prest da ala er vrô-mân a chomo,
Eb rancout mont da glask eur peuri disshano.
Gant re oc’h amezec nak he vez ar c’hlênvet,
He chomo dibistik ho saot hak ho tênvet.
O, den-koz hevurus, c’hui a c’hallo amân
Kaout ar freskadurès en pad tomder an ân
A dost da rivierou pell-so hanavezet,
Ha da funtuniou sagr da bere zoc’h boaset.
Amân c’hoas ar guënan eus ar c’harziad halek
A zisparti ho lod deus lod hoc’h amezek,
Goude kaout er vleuënn ar mel ho deus klasket,
Gant frôn ho diou eskel ho lakaï da gousket ;
Aman an deillaouaër a gleffot ho kana,
En pad an domder-vras, pa veo oc’h cana.
Dindan ar c’harrek-vras, c’hoas mar bez sellaouët,
He kleffer ho vaudal moues ar c’hudon raouïèt,
Hak eus ar vezen oulm, divar ar brank huël,
He klemo hirvoudus mouës trist an durzunel.

TITYR.

Ar c’haro he droad skân a savo ’ta kentoc’h
Eus ar c’hoajou en èr da beuri a zioc’h ;
Ar pesket a deuïo eus a voëlet ar mor
Noas-beo en tornotjou kent da glask ar sec’hor ;
Rivierou ar sao-hëol a deuio kent en dro
Da zoura ar c’huss-hëol, daou vil leo eus ho bro,

Evit na vez goëlet ho vankout da chom don
Ker bras madelezou ingravet em c’halon.

MELEBEE.

Ha ni tud glac’haret, allas, a ranko mont
Da dreïna hon ankenn, darn dumân dam duhont ;
Darn ha ïel d’an Affrik gant an hëol da zevi,
Darn en touès ar Scytet gant ar skorn da reudi,
Darn all da enès Cret a ïel da glask ho flass,
Var bord stèr an Oax, he deus kement a gass ;
Pe a ïelo pelloc’h da vro ar Vreizadet,
Gant ar mor a bep tu eus ar bed distaghet.
Kenavo ’ta, va bro, na koelin ken bikenn,
Nak ar c’hoz-ti moudet en pini he kouskenn,
C’hui va rouantelès ! Nan, nan, un den digar,
Brezellour disvroët, hen devo an douar
Am eus-me labouret gant kement a sourssi !
Setu pegheït he kass daou rum ho c’hassoni !
Ken a goëz var ar bobl a bep sort malheuriou !
Setu ta evit piou hec’h hadomp hor parcou !
Melibee, kè breman, kè dastum pis da ber,
Kempenn da vinien, lak anezi a skoër !
Kersit, kersit, va ghevr, ghevr bet hevrus guech-all,
Na ganin mui guersjou pa vin eus ho tivoal !
O, va dênvedigou, n’ho koëlin moi bikenn
A grab eus ar rehier ho peuri ar glasjen !
Nan, va ghevrigou paour, va daou lagad pelloc’h,
A zindan ar bod glas na vellint ac’hanoc’h,
Ho krigniat ar cytis pa zigor he bleuëun,
Pe ar bourjon c’huëro a bouls an haleghenn.

TITYR.

Er vro-ma, kousgoude, c’hui hallo c’hoas fennoz
Chom ebars em zi-me da ghemerat repos ;
Avalou douss am eus da rei dec’h, mar keret,
Kistin poaset en dour ha kals a lès kaoulet.
Demp ac’hann, poënt eo mont ; dija divar bep kèr
He veler ar moghet ho tibrada en èr,
Hak ar skeud a ziskenn eus an huëlennou
En em astenn dija hir van var an tachennou.


FIN.