Kimiad soudard Menez Arre

Imprimerie Francisque Guyon, 1919  (p. 3)



Kimiad soudard Menez Arre
————


Da zoudarded Menez Arre e
kinnigan ar c’himiad-man.


Troc’het e oa ar foenn, an eost a velene,
War ar gwez-avalou ar brankou a blege.

An holl a oa eürus. — « P’en em gavo ar goan,
A lare an dud koz, ni a harzo outan ! »

Ar baotred ’hunvree e kalz abadennou,
Nozveziou, marvailhou, marteze eureujou…

Va-unan distrôet e Breiz evit bepred
’Rôe da anavout e oan laouen meurbed.

Koulskoude, an anken a rene war ar vro
Pa zeuas ar c’hleier da zinsal tro-war-dro.

Tra vantrus ! Tra skrijus, leun a dristidigez !
Petra ’weler neuze e meur a dïegez ?

Priejou o sellet an eil ouz egile ;
Daerou ’n o daoulagad, ’lenvont d’o bugale.

— Kenavo, tad ha mamm, kerent ha mignoned,
Mestrez karantezus, ha va Breiz venniget !

Ho kuitât a renkan… Ar Frans a zo aze,
Gervel ’ra ac’hanon da vônet d’an arme.

Me a ray va dlead el linennou pella ;
N’eus ket nemet Doue am lakay da grena !

Ma teufen da goueza, dalc’hit sonj ac’hanon,
Lavarit da zant Yann eur bater evidon.

’N eur goueza kredit mat ’vin trec’h d’an enebour,
Va fuzul em daouarn, skôet war va labour.

Ha bepred ’vo kanet e pep korn eus ar bed :
Biskoaz c’hoaz eur Breizad n’en deus bet trahiset !

(Eost 1914).


————