Laboused koant ar c’hoat, ehanit da gana,
Bezit truez ouz anken hag ouz glac’har ho mignoun,
Kuzit ho levenez, hirio da vihana,
Va lezit da vervel, heb kreski va rann-galoun.
Rag ne d-inn ket hivizikenn,
Gant levenez, e-skeud ann deliou,
Da c’hourvez e-c’harz eur wezenn
Evit klevet ho kanaouennou.
Gwez a garenn gwelet glaz, d’ann nevez-amzer,
Dindan avel ann hanv a-boan ma teuec’h da finval ;
Evit diskouez warc’hoaz ho kaon d’ho mignoun ker,
Lezit eunn avel grenv enn ho skourrou da voudal.
Hag hivizikenn ne d-inn ket
E-c’harz ho troad, dindan ho teliou.
D’en em astenn evit klevet,
A-dreuz d’e-hoc’h, pep seurt hirvoudou.
Sterik arc’hant ar prad, sklear vel eur mellezour,
Gwelet a reann va skeud enn-oud oc’h en em dreza ;
Dindan eur goabrenn zu ra vo tenval da zour
Warc’hoaz, pa lavarinn adie da vuez ar bed-ma,
Hivizikenn, er ieot livriz,
N’em gweli ket enn-oud o sellet,
D’ar pardaez-noz pa gouez ar gliz,
Pa’z oud gand al loar sklerijennet.
Mor, enn derveziou kaer ez eann em bagik skanv,
Gand he lien digor-braz, du-hont, pell da besketa ;
Pa vezinn tremenet, gra vel e-kreiz ar goanv,
A-zindan da darsiou, d’ann holl reier braz krena.
Rag heb dale, va bagik keaz
War ann aot a vezo dilezet,
Kazi goloet holl gand ann treaz
Hag he lien gwenn, evel-d-onn, breinet.
|