Klemvan ann Aotrou Karis


Klemvan ann Aotrou Karis


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1864



Klemvan ann Aotrou Karis.


Eur boulc’h nevez hirio ann deiz
Zo great, siouaz ! e Breuriez-Breiz :
Barz Menez-Bre a zo maro ;
Eur c’holl braz eo da iez hor bro !
 
Hor bro, breur ker, n’az klevo ken :
Diskennet oud enn douar ien ;
Hogen beva a ri bepred
Gand ann traou kaer ec’h euz savet.
 
Breman, e baradoz Doue,
Krog enn da delen adarre,

Ha kan war-n-hi kalz a werzou
D’hor Salver Jezuz, hon Aotrou.
 
Kan ivez d’ar Werc’hez-Vari
Ar c’hantikou rezoud d’ezhi ;
Kan da Batrounez da vro ger
Heb divez meuleudiou kaer.

Lavar d’Ezhi derc’hel ar Feiz
E kalounou bugale Breiz ;
Lavar d’ezhi derc’hel ho iez
Beo ha glan ato enn ho zouez.

Lavar ivez d’ar varzed koz
A zo gan-ez er baradoz
Ez euz barzed e Breiz-Izel
Hag a zalc’h huel ho baniel.

Barz ker, kousk e peoc’h er vered
Ebarz er vro ma oez ganed ;
D’id e vezo skanv ann douar,
Douar ar vro n’eo ked digar !

Beleg Doue war ar bed-man,
Ez oud enn env euruz gant-han,
Ha tost da iliz sant Jestin
Ec’h asavi kaer ha lirzin.
 
Diwar ar c’houmoul, gra eur zell
War da vro gez, war Breiz-Izel ;
War da genvreudeur ar varzed,
A ra da ganvou holl kevret.

Ma mignoun Karis, kenavo ;
Er baradoz ni nemgavo ;
Pa vo ma c’horf e deeun ma bez,
E kanimp serz gand ann elez.