Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloarek ar Gallig.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 396-404)



KLOAREK AR GALLIG
______


I


   Mar plij ganac’h a selaoufet
Ur werz ’zo a-newe savet ;
Ur werz ’zo a-newe savet,
D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt.

   D’ur c’hloarek iaouank ez eo grêt,
’Oa et d’ar studi d’ann Naonet ;
D’ar studi d’ann Naonet ’oa êt,
Kent dont d’ar gêr ’oa grêt bêlek.

   Hag o tistreï euz a-c’hane,
Hec’h antreas ’n ul leur-newe ;
’N ul leur-newez ’eo antreet,
Diou he c'hoerezed ’n eûs saludet.

   Diou he c’hoerezed ’n eûs saludet,
Seis bloaz ’oa na oant em welet ;
Seis bloaz ’oa na oant em welet,
Ma kouez daou ’n ezhe er pec’hed.

   Ar c’hloarek iaouank ’c’houlenne
Na digant he c’hoar, ann de-se :
— Plac’hig iaouank, d’in-me lâret
Pelec’h aman e servijet ?

   — Oh ! salv-ho-kraz, ’mezhi, kloarek,
Me n’ rinkan ket gonid ma boed,
Me ’zo perc’henn tri c’hant skoed leve.
Un dra-bennag ouspenn gant-he.

   Me ’m eûs ’n Naonet ur breur kloarek,
Kent dont d’ar gêr a vô bêlek.
Ar c’hloareg iaouank, pa glewas,.
He galon fall-braz hec’h eas.


II


   Ar c’hloaregig a vonjoure,
En ti he dad pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
Ma mamm, ma zad pelec’h ema ? (emaint)

   Ma mamm, ma zad ’zo en iec’hed ?
Ma c’hoerezed, pelec’h int et ?
He vamm neuze a lavaras
D’ar c’hloarek iaouank, p’hen klewas :

   — Et int ho diou d’al leur-newe,
N’ gavan ket ’teufent d’ar gêr fete ;
N’ gavan ket ’teufent d’ar gêr fete,
Rag roët am eûs d’hê konje.

   Ha pa oant gant ho c’homplimant,
Hec’h antreas ar verc’h iaouank :
— Selles-te arru ’r verc’h henan,
Na da c’hoar Jannet, a gredan.

   — Ma zad, ma mamm, me ’oa deut d’ho ped’ [1]
Da dont d’am c’henta offern-bred ;
Brema lâran na deufet ket,
Rag bet’ ar pab ’vô rêd monet !

   He vamm neuze a lavare
D’ar c’hloareg iaouank, p’hen klewe :
— Azeet aman, kloarek iaouank,
’Wit ma klewinn ho santimant.

   — Bikenn den se na c’houveo
Met ar bêlek ma absolve !
Ar c’hloarek iaouank ’gimiade
Na digant he dud, en de-se :

   — Adieu, ma mamm, adieu ma zad,
D’am c’hoerezed, avantur-vad ;
D’am c’hoerezed, avantur-vad,
Bikenn n’ho kwel’ ma daoulagad !


III


   Ar c’hloarek iaouank a lâre
’N toull porz ar pab pa arrue :
— Lavares-te d’in-me, porzier,
N’eman ket ’n tad santel er gêr ?


   Ar porzier, evel ma klewas,
Da gambr ar pab a ziredas :
— Ur c’hloarek iaouank a Dreger
’Zo euz ho koulenn, Tad-Santel.

   — Lâret d’ehan donet d’am c’hambr,
’Wit ma klewinn he santimant.
En kambr ar pab p’eo arruet,
War he daoulinn ’eo em strinket :

   — Hastet ’ta, ma zad binniget,
Bikenn gant Doue n’ vinn pardonet.
— Mui ’c’halloud ’n eus Doue d’as pardoni,
Ewit na t-eûs d’hen offansi ;

   Gant ober pinijenn galet,
Te ’vô gant Doue pardonet.
— D’ar studi d’ann Naonet ’oann et,
Kent dont d’ar gêr, me oa bêlek :

   Hag er distro euz a-c’hane,
Me antreas ’n ul leur-newe ;
’N ul leur-newe me oa antreet,
Diou ma c’hoerezed ’m boa saludet ;

   Diou ma c’hoerezed ’m boa saludet,
Gant unan ’koueis er pec’hed ;
Gant unan ’koueis er pec’hed,
Gant ar gwinn me ez oa troublet.

   Ann Tad-Santel hen eus lâret
D’ar c’hloarek, pa hen eûs klewet :
— A-c’hann d’ar gêr a retorni,
Greann ’n es botou ’lakaï ;

   Greann ’n es botou ’lakaï,
War ur pluëk men e kouski ;
War ur pluëk men e kouski,
Tamm ’n ti da geront na zebri.


IV


   Ar c’hloarek iaouank a lâre,
En ti he dad pa arrue :
— Mates vihan, d’in-me lâret
Ma zad, ma mamm pelec’h int êt ?


   — Ho tad, ho mamm er gêr n’ maint ket,
Et int d’eured ho c’hoar Jannet.
— Mates vihan, d’in-me lâret,
Ur fortun vad e d-eûs-hi grêt?

   — Ur fortun vad n’e d-eûs ket grêt,
’Wit un amunuzer ’d-eûs bet ;
N’hen eus netra met he vicher,
Hi, siouas ! e d-eûs ur bugel.

   — Mates vihan, d’in-me lâret
Da biou e d-eûs-hi tamallet ?
— Da den na d-eûs-hi tamallet,
Ann dud ’lâr eo d’he breur bêlek.

   — Setu ur billet sinet mad,
Ur billet sinet gant ma gwad,
Da roï d’am c’hoar ma holl leve,
D’he heritourienn he goude.

   Ar c’hloaregig a gimiade
Ouz tud ann eured en de-se :
Tamm na bannec’h na gomerje,
En kichenn den na azezje :

   — Adieu, ma mamm, adieu, ma zad,
N’ho kwelo mui ma daoulagad ;
C’hui ho poa ho mab kloarek grêt,
Met bêlek allas ! na vô ket.

   Adieu, ma zad, adieu, ma mamm,
Bikenn n’ho kwelan er bed-man ;
Bikenn n’ho kwelan er bed-man ;
Me ’c’h a brema da glask ma barn !

   Digant-hê p’hen eus kimiadet,
Da gavoud ar pab hec’h eo êt ;
He dreid, beteg he ibilienn,
A oa debret gant ar greenn.

   ’N toull porz ar pab p’eo arruet,
Ter gwez d’ann douar ’eo koueet ;
Ter gwez d’ann douar ’eo koueet.
Ha neuze soudenn ’eo marwet !


Kanet gant Mari Job Kado,
Kerarborn, miz Du, 1844.


Une autre version, recueillie à Ploumilliau, se termine différemment.


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ar bêmek iaouank, p’hen eûs klewet,
Da gavout ar banjet eo êt ;
Da gavout ar banket eo êt,
He vreur-kaer hen eûs goulennet.

   — Na ma breur-kaer, mar am c’haret,
Na c’hret ket gwall-vuhe d’am c’hoar Jannet ;
Me ’c’h a d’ sina d’êhi ma holl leve
D’ sikour sevel he bugale.

   Na debri na eva na raje,
Ous taol a-bed na azezje ;
Ous taol a-bed na azeaz,
Ann hent da Rom ’askomerras.

   Ebars en Rom p’eo arruet,
Goull’ bea absolvet ’n eûs grêt.
He dreid, betek he ibilienn,
A oa debret gant ar greenn.

   — Absolvet c’hoaz na vefet ket,
En kambr ’r binijenn hec’h efet ;
Ur podad-dour, tri ons bars,
’Pô epad tri de da vewa.

   Et ann tri dewes da dri bloas,
N’hen defoa den sonj anehan,
Ken a oa un den, o lehina,
’teuas d’ar pab sonj anehan

   — Gouarneres, alumet golo,
M’efomp d’ welet ur c’horf maro !
Ann nor warnehan p’eo digoret,
War he zaoulinn eo em strinket :

   — Lâret-c’hui d’in-me, Tad-Santel,
Na eo ket poent d’in c’hoaz merwel ?
O Tad-Santel, gwelet a ret
’Wit bewa n’ê ket rèd kaout boed :

   Setu ann dour hag ar bara
Am boa ’wit tri bloas da vewa !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

  A-boan he c’hir peurlavaret,
War al lec’h ez eo desedet.
Et ê ’r bêlek iaouank d’ar gloar,
Ha delivret gant-han ha c’hoar.


______________
  1. Au lieu de « pedi », pour la rime.