Kloarek Laoudour (An Uhel)
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloareg Laoudour.
Kloarek Laoudour a lavare
D’he vammig paour, un dez a oe :
— Grêt d’in, ma mamm, soubenn al lês,
M’ inn d’ ’l leur-newe gant ma mestres.
Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ma dous penheres pelec’h ’ma ?
— Ema duze en traon ann ti,
Kloarek Laoudour, êt da vèd-hi ;
Kloarek laoudour, êt da vèd-hi,
Ha ’n han’ Doue konsolet hi.
— Demad d'ac'h, ma dous penheres,
Ho kalonig hag hen ’zo ês ?
— Ma c’halonig a zo seder ;
Hag ho hini, ma servijer ?
Komerret kador, azeet,
Deut ’tal ann tan hag a tommfet.
— Na azeïnn, ha na domminn,
Mont d’al leur-newez a fell d’inn.
— ’Wit d’al leur-newe na inn ket,
Rag n’ vinn ket lêzet da vonet ;
Sevalier Lambol ’zo ’l leur-newe,
’Lavar fete kaout ho puhe.
Kloarek Laoudour, ’vel ma klewas,
He gleve noaz a zic’houinas :
— Ha posubl ’ve den en ti-me
Hon harsfe d’ vont d’al leur-newe ?
He zad, he mamm, ’vel ma klewjont,
D’ho merc’h penheres ’lavarjont :
— Ma merc’h, ho proz ruz diwisket.
Ha gwisket ho proz violet ;
Ha gwisket ho proz violet,
Ha kroget en dora ar c’hloarek,
Ma lavaro holl dud ar vro :
— Kloarek Laoudour ’c’h a d’ar maro !
Sevalier Lambol a lâre
Bars al leur-newez, ann de-se :
— Me ’wel kloarek Laoudour ’tont d’al leur-newe,
Penheres Kermarzinn euz he goste ;
Penheres Kermarzinn euz he goste,
A gousko fenoz ganen-me !
Kloarek Laoudour a lavare,
El leur-newe pa arrue :
— Pelec’h eman ar sonerrienn,
Ma sonfont d’in un aubadenn ;
Ma sonfont un danz pe ur bal,
M’ inn gant ma dousig da zansal ?
Sevalier Lambol ’lavaras
Da gloarek Laoudour, p’hen klewas :
— ’Wit da zansal na efet ket,
Da c’hoari ouzinn e teufet ;
Hag ar c’henta ’c’hanomp gollo,
Bikenn en buhe na savo !
KIoarek Laoudour a lavaras
Da sevalier Lambol, pa glewas :
— P’hoc’h eûs-c’hui bet ma goulennet,
N’hoc’h ket da vea refuzet ;
N’hoc’h ket da vea refuzet,
Penheres, ma manch d’inn chachet.
Sevalier Lambol, ’vel ma klewas,
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas ;
’N ur c’huitell arc’hant a c’houezas,
Tric’houec’h den-jentil ’em gavas.
Tric’houec’h kleve noaz dic’houinet,
Sevalier Lambol ann naontekvet ;
Sevalier Lambol ann naontekvet,
’Wit kombatti euz ar c’hloarek,
Penheres Kermarzinn a oele,
Na gave den hi c’honsolje ;
Ka gave den hi c’honsolje,
Met he dous kloarek, hennes ’ree :
— Tawet, penheres, n’oelet ket,
Rag c’hui n’ho pezo drouk a-bed,
Nag ho tous kloarek kenneubed :
Penherezig na oelet ket.
Kloarek Laoudour ’zo ur paotr mad,
Da vont gant he dous d’ann ebat !....
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
N’oa ket he c’hir peurlavaret,
Sevalier Lambol hen eus lac’het;
Sevalier Lambol hen eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted !
Kloarek Laoudour a lavare
En Kermarzinn pa arrue :
— Setu ho merc’h, iac’h ha divlamm,
’Vel pa oe ganet gant he mamm.
Me ’c’h a brema d’ober ur bale,
Etrezek pales ar roue ;
Etrezek pales ar roue,
Da c’hour asurans hon buhe.
Kloarek Laoudour a lavare
En lez ar roue p’arrue :
— Demad, roue ha rouanes,
Me a zo deut iaouank d’ho lez.
— Na pez torfed a t-eûs-te grêt,
’Wit dont ken iaouank d’hor gwelet ?
— Sevalier Lambol am eus lac’het,
Ha seitek euz he gonsorted ;
Ha seitek euz he gonsorted,
’Klask rekour enor ma fried.
Pried d’inn na eo ket brema,
Met ’man war ar poent da vea.
— Ha gwir a-walc’h hen t-eûs lac’het,
Arru ’zo lizer ’n es eneb,
Ha kent ma ’z i euz al lec’h-se,
Te ’gollo aze da vuhe!....
Kloarek Laoudour, d’in-me lâret,
C’hui ’c’hoarife euz ma soudardet ?
— Ho digaset aman er pors,
Pa ve hanter-kant, na ran fors !
Kriz a galon nep na oelje,
En pors ar roue ma vije,
O welet ar pors o ruia
Gant goad ar soudarded o skuilla.
Ar roue Franz a lavare
D’he bajig bihan, en de-se :
— Skrivet d’ann den-ma war baper-glaz
Bale hardis ewit ur gwas ;
Skrivet dehan war baper-gwenn
Bale hardis en peb tachenn ;
Bale hardis en peb tachenn,
Ken ’deuï’ ar roue d’hen goulenn !
Kanet gant Garandel
Plouaret, — 1844.