J. B. FOURNIER HENA, 1867  (p. 168-170)



KOAD AR RANNOU


————


Koad ar Rannou, koad braz e dero a zo e kichen ha d’ar zao-heol da iliz Remengol. Ann Drouized, beleien ar Vretoned gwechall c’hoaz difeiz, a droc’he bep bloaz, gant eur falz aour, e Koad ar Rannou, eul louzaouen hanvet huel-var, pehini a zao war ann dero.

Barz, barzed. — Pep bloaz ive en em gave e Koad ar Rannou hag e Rumengoulou, hirio hanvet Remengol, barzed ann Arvor. Ar re-ma a voa tud a skiant pere a gane gwerziou, gret gant-ho, war ann treo kaer digwezet er vro ; kana a rent ive meuleudi Teutates, doue faoz, pehini a voa azeulet el lec’h m’ema brema iliz Remengol.

D’ann hini a vije hanvet barz e roet eur gurunen zero hag eunn delenn aour ; ar barz a gane he zoniou war hou-ma.

Gwenc’hlan, Marzin, Taliesin a oa barzed e Breiz-Izel, kent ma teuaz enn-hi ar feiz kristen. — Brema zo c’hoaz, e Breiz, kalz barzed hag a laka ho skiant hag ho foan evit kenderc’hel, enn hon touez, ar feiz ha iez hor bro er penn kenta.

E-touez ar barzed ema ann aotronez Kermarker, barz Breiz ; — ann abad Herri, barz ann Aviel ; — Troude, barz ar vugaligou ; — Kemar, person ha barz Sant-Laurans, — Ar Iann, barz Koad-ann-Noz ; — Milin, barz Laouenan-Breiz ; — Rannou, barz Roc’h-Allaz ; — Joubioux, Eskop enn Itali, barz Sant-Gwen-eal ; — ann abad Klec’h, barz Rungolven ; — Kaourintin Thomas, barz ann Tour-Tan ; — Prosper Proux, barz Kerne ; — ann Hegarad, barz Plouek ; — I.-P.-M. Ar Skour, barz Itron Varia Remengol ; — F.-M. ann Huel, barz Ker-ar-Born ; — Olier Souvestr, barz Mene-Homm ; — breur Polikarp, barz Plouian ; — Poullaouek, kure Laudevennek, barz Sant-Gwenole ; — Karis, person Plougras, barz Mene-Bre ; — ann abad Guiterel, barz ar Blaved ; — ann abad Hingant, barz Sant-Efflam ; — ann abad Jonkour, barz Plougonver ; — Guernisson, barz Keravel, ha kalz a re all ho deuz gret eunn niver braz a werziou hag a zoniou kaer.

« Kanit anezho, Breiziz, rak beza int gwerziou,
» Gret gant skiant ha kalon ha gand gwel vad komzou ;
» Gred int e brezonek mad, nann, e kos brezonek,
» Evel ar re zo kalz re e brezonek-gallek. »


————