Koadalan


dastumet gant Fañch an Uhel


Revue Celtique I - 1870


KONTADENNO AR BOPL EN BREIZ-IZEL.


————
KOADALAN.[1]


IEZ TREGER.


Ur wez a oa daou denig hag a defoa ur mab digwet gant he bemzek pe c’houezek vloaz. Ha ’vel ma oant paour hag ho defoa poan braz o vewa, un dez a larjont d’éhan : — Rèd a vo did, ma faotr, mont un tu bennag da c’honid da voued. — Ma ! a lâras ar paotr, mont a rin.

Ewenn Koadalan a oa he hano, ével hé dad.

He dad a ro d’éhan tric’houec’h diner, he vamm, un anter-dousenn grampoez, hag ec’h a-kuit ar paotr.

Pa oa o vont gant ann hent, a tigwezas gant-han un aotro gwisket kaer, pini a laras d′ehan :

— Pelec’h ec’h ez ével-se, ma faotr ?

— Da vale-bro ; da glask da c’honid ma boued.

— Mar kares dont ganen ?

— Ia a-walc’h, na ran ket a forz gant piou.

— Goud a rez lenn ?

— Un tammig, met nann kalz.

— Neuzé na out ket ann hini a glaskan, mar ouzoud lenn.

Hag ec’h eaz ann aotro a-rok.

— Sell ! a laras neuzé Koadalan d’ehan he-unan, na tléjenn ket bea lâret a ouzoun lenn ; me a vije bet mad gant [ann] aotro-se. Rèd eo d’in trei ma chupenn war ann tu-gill ha mont d’hen diarbenn ; na anaveo ket an-hon.

Ober a ra ével-se, lakad he chupenn war ann tu-gill, redek dré ar parko hag em gavoud aré diarok ann aotro war ann hent.

— Pelec’h ec’h ez ével-sé, ma faotr ? a lâr aré ann aotro d’ehan.

— Da vale-bro, da glask bara da c’honid.

— Dont a raes ganen ?

— Ia a-walc’h.

— Goud a rez lenn ? — Na ouzoun ket da ! Ma zud a zo re-baour ewit ma c’hass d’ar skôl.

Neuzé a krogas ann aotro en-han hag a savas gant-han en er, uhel, uhel. Diskenn a eure gant-han e-kichenn ur c’hastell-kaer, en un ale vraz, lec’h ma oe souezet o welet skrivet war delio ar gwez : — Ann hini a antre aman, na sorti kén. — Ma teuas c’hoant d’ehan mont-kuit, met penoz ? Antren a reont ho daou bars ar c’hastell ; debri hag eva a reont, ha goudé koan, a kousk mad en ur gwélé-plun.

Ann dewarlerc’h ar beure a lâr ann aotro d’ehan :

— Arsa ma faotr, me a ha breman en hent, wit un dro am euz da ober, hag a renki chomm da unan aman épad un dez hag ur bloaz. Na vanko netra d’id en ti-ma ; sell aman ur zerviedenn, ha p’as bo c’hoant a un dra bennag da debri pé da eva, n’as bo netra da ober nemet lâret d’ehi : — Serviedenn, gra da dever ; digass d’in ann dra-ma-dra ! — Ha kerkent a tigwezo ar pez as bo goulennet. — Deuss ganen breman, ma tiskouezin d’id da labour bemdé.

Hag hen kassas d’ar geginn, lec’h ma oa ur pot-houarn braz-braz war ann tan : — Sell azé ur pot-houarn hag a renki dewi indan-han diou gordenn-goad bemdez ; ha na euz forz petra a glewi en-han, na selaou ket, ha gra tan bépred. Eomp breman d’ar marchosi. Sell azé ur gazek treut, hag ur fagodenn-spern dira-z-hi, el lec’h melchon. Met ur pred-all a défé c’hoaz. Sell aman ur vaz gargal ewit hi dorna, ken a c’houezi. Kommer ar vaz, ha gwelomp ha te a oar skei.

Ha Koadalan da skei war al loen-paour euz he wella.

— Mad, mad, na skoës ket fall. — Breman a weles aman un eubeul iaouank, hag a vo rèd d’id rei melchon ha kerc’h d’ehan, kement ha ma karo debri. — Eomp breman d’ar c’hambrjo. Sell aman unan ha na digori ket, ha homan-all ken-neubeud. Sell mad, rag mar tigwezfé d’id digori unan ann diou gambr-se, gwaleur d’id ! Ar re-all holl a c’halli da digori ha bale dré ar c’hastell ével ma kâri.

Pa hen doe lâret kement-se holl, ec’h eaz-kuit.

— Arsa en ti biou on-mé aman iwe ? En ti ann Diaoul, martézé. Met gwelomp da genta hag a ve gwir ar pez hen euz lâret euz he zerviedenn. — Serviedenn, gra da dever ! Digass d’in kig-moc’h, ha rost, ha gistr mad ha gwinn ! — Ha kerkent a em gavas ann treo-sé holl war ann daol.

— Hola ! a-vad, a laras neuze, mad eo ann dro ! Em vezwi a reaz, hag a chommas kousket war ann daol. Pa dihunas, en-bezr : — Poent braz eo d′in, éméhan, ober ma labour !

Ha setu-han da ober tan, un tan-ifern, indan ar pot-houarn-braz. Hag a klewé ebars un drouz vraz ével huanado ha klemmo ineo en poan. Met na rez ket a galz van, hag ec′h eaz neuzé d′ar marchosi. — Rei a ra melchon ha kerc′h d′ann eubeul iaouank, ha goudé a lem he chupenn, a krog er vaz gargal, hag a em laka da dorna Théréza euz he wella. (Théréza a oa hano ar gazek treut.)

— Paoues, den-fall ! bez truez ouzin ! a lâr ar gazek.

— Petra, c′hui a gomz iwé ?

— Ia, rag me na on ket bet a bep-amzer ur gazek evel ma ′z on breman, siouas !

— En ti biou ec′h on aman iwé éta, ma komz al loened ével ann dut ?

— En ti brasa majisian a zo war ann douar, ha mar na gares diwall, a-benn un dez hag ur bloaz a c′hoarvezo ganid evel ganen, ha martéze gwasoc′h c′hoaz.

— Ha na ve ket gallet kavoud ann tu da em denna a-c′han ?

— Diez a vé ; ha koulzgoudé ma karfes ober holl evel ma lârin d′id, ec′h halfemp martézé em denna c′hoaz euz a grabano ann Diaoul-sé.

— Lâret d′in buhan, rag me a zo prest da ober holl ewit mont a-c′hann.

— Ké prim d′ann diou gambr a zo difennet ouzid ho digori, hag a kavi eno tri levr ruz, daou en unan, unan en ében. Digass ganid ann tri levr-se, hag evel ma ouzoud lenn, a vi gant-he brasa majisian a zo war ar bed, ha mestr ar c′hastell-man a gollo gant-hé he holl c′halloud.

Mont a ra Koadalan d′ann diou gambr difennet, hag a tigass gant-han ann tri levr ruz.

— Mad ! émé Dereza ; lenn breman al levrio.

Lenn a ra, ha dre ma lenné, a wélé treo spontuz, heuzuz ; met deski a re iwe a bep-seurt treo, ha dreist-holl ann tu da em drei er stumm hag en doaré ma karjé.

— Breman, émé Déréza, a zo un aigl azé war ann tour brasa, hag hennès, pa hon gwelo o partia, a em lako da ober kement a drouz gant he diou-eskel, ha da grial ken krenv, ma klewo ar majisian, na euz forz pelec′h a vo, hag a teuio d′ar gèr kerkent. Rèd a vo did erreï d′ehan he diou-eskel hag he benn etre he diouskar. Kousket eo breman.

Mont a ra Koadalan da glask kerdenn da erreï he diou-eskel hag he benn d′ann aigl, hag a teu are da gavoud Thérésa.

— Breman a vo rèd d′id lakad ann tan en ur bern-koad a seiz-ugent kordenn a zo azé bars ar porz.

Lakad a ra ann tan er c′hoad, ha setu un tan-ifern !

— Breman a zo azé ur c′hloc′h, hag a zôn anehan he unan, pa c′hoarve un dra-bennag a newez er c′hastell, hag a vo rèd d′id hen dideoda hag hen stoufa neuze gant stoup.

Dideoda a ra Koadalan ar c′hloc′h, hag hen stoufa gant stoup.

— Breman, ewit dont da vea ur Prinz kaer, kerz da walc′hi da benn en ur feunteun a zo azé en traon ar porz.

Gwalc′hi a ra he benn er feunteun, ha kerkent he vleo a deu da vea alaouret holl.

— Breman stag d′in plouz ha stoup indan ma zreid, ′wit na rin ket a drouz war bave ar porz, o vont-kuit.

Ober a ra se aré.

— Tap breman ann éponj, ann torch-plouz hag ar skrivell, — ha dreist-holl na ankouaz ket ann tri levr ruz. — Gret eo.

Pign war ma c′hein breman hag eomp-kuit buhan.

Ann aigl na hell ket kriall, ar c′hloc′h na zôn ket iwé, ha setu-int o vont d′ann daou-lamp ruz !

Pa oant êt ur pennad, a lâr Theresa da Koadalan.

— Sell war da lerc′h ; na weles netra o tont ?

— Eo ; ur bagad chass ; hag a réd, hag a réd !

— Tol buhan ann torch-plouz war da lerc′h.

Teurrel a ra ann torch-plouz, hag ar chass a lamp warnehan hag a réd d′hen kass d′ar gèr.

— Sell war-da-lerc′h, — a lâr aré Thérésa ur pennadig goudé, na weles netra ?

— Nann sur, met ur goummoulenn a deu war-n-omp, hag a zo ker du, ma téféla ann dé gant-hi.

— Ar majisian a zo en kreiz ar goummoulenn-se ! tol buhan ar skrivel.

Teurrel a ra ar skrivel, hag ar majisian a ziskenn euz ar goummoulenn, he zap hag ec′h a d′he c′hass d′ar gèr.

— Sell c′hoaz war da lerc′h, a lâr are Thérésa, ur pennadig goudé, na weles netra ?

— Eo ! ur bagad brini, hag a deu war-n-omp a denn-askel !

— Tol buhan ann éponj !

Teurrel a ra ann éponj, hag ec′h a ar brini d′hen kass d′ar c′hastell.

Skuiza a ré Thérésa baour ; met leun a oa a galon.

— N′hon euz ken nemet c′houezek lew da ober, emehi, ewit tapout ar ster, ha mar gallomp hi zrémenn, ez omp zalwet, rag n′hen défo galloud a-bed neuzé ar majisian war-n-omp ; met sell bepred war da lerc′h ; na weles nétra ?

— Eo, ma Doué ! ur c′hi-barbet du war hon zeulio !

Pa oa Thérésa o lampad bars ar ster, a oa iwe ar c′hi-barbet du o kregi en hé lost, ken a chommas gant-han leiz he c′heno a reun. Met un tammig re-divezad a oa !

— Un tol mad eo d′id, eméhan, o skrigna he dent, bea êt diwar ma douar !

— Ia, met breman me a ra goap anout, ha da dri levr ruz a zo ganen !

— Ia, siouas ! met ar re-se a deuio c′hoaz d′ar gèr.

— Gwelet a vo !

Hag ar majisian d′ar gèr neuzé, fuloret braz hag oc′h ober tan ha kurun !

Ann daou-man a dalc′h da vont bépred, met war ho fouez breman, hag hep néc′hamant a-bed. Pa oent digwêt en ur c′hoad, e-kichenn ur roc′hell vraz-vraz, Thereza a gomzas évelhenn :

— Bréman a vo rèd d′id ma lac′ha.

— Jezuz ! petra a laret ? bikenn n′am bô a galon da ober-se.

— Rèd a vô hen ober, pa laran d′id, pé na dalveo netra holl kement hon euz gret bété vréman. Diwad an-hon dré ma gouk, digor neuzé ma c′hôf, hag a weli petra a c′hoarveo.

Lac′ha a ra Koadalan Thereza, digerri a ra d′ehi he c′hôf, ha kerkent a well tont e-meaz hag o sével en hé gichenn ur brinses ar gaera.

— Mé, éméhi, a zo merc′h d′ar roue Naplez ; met mé n′oun ket ewit-oud ; kaeroc′h ewit-on a tlé bea da bried, merc′h ar roue Spagn. Met na euz forz pegoulz as po ezomm a zikour, deuss aman étal ar roc′hell-man, lâr ter gwez : Théréza ! Théréza ! Théréza ! hag a teuin kerkent.

Kimiadi a reont neuzé ann eill euz égilé, en ur oela. Met lezomp breman ar brinses, ha heuillomp Koadalan.

— Ar pez am euz da ober, a laras neuzé d′ehan he-unan, eo mont étrézeg ar Spagn, pa eo gwir eman eno danvez ma fried. Met dré bélec′h ? pa na ouzon hent a-bed.

Hen em wiska a ra evel ur prinz (gant hé dri levr ruz, a oa chommet gant-han, a ré ével ma karé) hag a tigwez hep-dalé er Spagn. Mont a ra raktal d′ar palès, hag a c′houlenn komz gant ar roue. Ar roue hen digommer mad, dré ma sonjé gant-han a oa mab ar roue Franz, he niz, a behini hen defoa kommerret ar strumm hag ann neuz.

Daou pe dri dé goudé ma oa digwêt, pa oa un dez o valé dre ar jardinn gant ar Roue, a c′houlennas diout-han :

— Petra, ma eontr, me a sonjé d′in penoz ho poa ur verc′h iwé ?

— Nann a vad, ma niz, n′am euz merc′h a-bed.

Bea hen defoa unan, met na c′houlenné ket a vijé gouvéet, hag hen defoa hi dastummet en un tour, gant ur plac′h ar gambr. Ur wez bemdez ec′h ee da welet he verc′h, met na ee den a-bed nemet-han.

Ann dewarlec′h pa oa Koadalan o valé aré bars ar jardinn gant he éontr, a oe souezet o welt ur voul-aour o ruillal war ann ale hag o tont da stoka euz beg he votez.

— Petra eo ar voul-aour-man, éméhan ?

— Netra, emé ar roue.

— Boul aour he verc′h a oa, péhini a oa o c′hoari war lein ann tour gant he flac′h ar gambr, hag a defoa tolet he boul d′ann traon, pa defoa gwelet ur prinz kaer o vale er jardinn gant he zad. Koadalan hen defoa gwelet anehi iwé. — N′euz forz, éméhan, abred pe diwezad me a gavo ann tu da gomz gant-hi.

Sével a ra ann noz-se da anter-noz, ha gant he levrio a kav ann tu da vont béteg he dor, hep bea gwelet na klevet gant nikun. Skei a ra war ann or : tok ! tok ! tok !

— Aman na ve digoret da den ; piou oc′h-c′hui ?

— Mab ar roue Franz.

— Mab ar roue Franz, ma c′henderv ! neuzé a vo digoret d′ac′h.

Hag a tigoras dehan, hag a em bokjont evel kenderv ha keniterv, hag a chommas gant-hi en he c′hambr bete ma tarzas ann dé. Hag a boe, a teue bebnoz, bebnoz, ha den na wié netra. Setu ma em gav dougéres ar brinses. Ar roue ac′h ée bemdez iwé d′hi gwelet hag evel ma kavé a wellaë, a lâras dehi un dé :

— Vad a ra ho poued d′ac′h, ma merc′h.

— Ia sur, ma zad ; ha neuzé n′am euz morc′hed gant netra.

Dont a ra ann amzer iwé ma renk gwillioudi, hag a c′han ur mab bihan ar c′haera. Met setu pa deu a roue, evel bemdez, ha pa wel ur bugel bihan en ur c′hawel, hag he verc′h klanv en hé gwélé, ez eo terrupl fuloret, hag ec′h a-kuit, o toui-Doué. Na lâr netra wit-sé d′he niz. Met vel ma oa deut da vea trist ha morc′heduz, heman a lâras d′ehan un dé :

— Perag ma eontr, ma ′z oc′h evel-se trist ha morc′heduz ur pennad ′zo ?

— Allas ! ur verc′h am euz, hag am boa hi c′huzet euz ann holl ; den na wélé anehi, német-hon hag he flac′h ar gambr, ha koulzgoudé a deûz ganet ur mab !

— Ia, ma eontr, ha me eo tad ar bugel, hag a c′houlennan diganac′h he vamm da bried.

— Ma ! pa eo gret ann tol, gwella am euz da ober, eo hi rei d′id, ha gwelloc′h eo ganen a ve te ewit un-all.

Ma oe gret ann eured raktal. Met ar roue koz na rez ken joa a-bed, goude se. Prestig goudé a teuas da werwel, hag a oe laket Koadalan da roue en he lec′h. Met hema na blije ket kaer ar vuhe-se d′éhan, hag a-benn ur bloaz a c′hoantaas distrei d′he vro. Evel ma oa he levrio gant-han bepred, a c′houlenn ur c′haronz kaer, péhini a diskenn kerkent euz ann er. Mont a reont ho zri ebars, he vroeg, he vugel hag hen, hag ar c′haronz a sav are en èr, uhel, evel un aigl. Ma tigwez d′éhan trémen abiou da gastell ar majisian braz Foukes. Heman a oa o chomm en ur c′hastell-aour dalc′het gant péder chadenn aour ha péder chadenn arc′hant étré ann env hag ann douar. Foukes a oa en he brennestr, ha pa wel Koadalan o trémen en he garonz, a ped anéhan da diskenn un tammig. Foukes hen defoa esaët iwé kaout merc′h ar roue Spagn, met n′hen defoa ket gallet, ha pa hi gwelas o trémen, hen defoa hi anavéet raktal. Koadalan, pehini n′hen defoa disfianz a netra, a diskennas gant plijadur en kastell Foukes, hag heman hen degommerras mad. Goudé koan, a oe laket da gousket gant he bried en ur gambr kaer, hag ar bugel a oe roët da ur vagéres. Met allas ! a-rok mont en he wélé ec′h ankouaas lakâd he levrio indan he bluek, ha pa dihunas, ann dewarlec′h ar beure, a oant laeret gant Foukes ! setu-han glac′haret, ar paour kez. Foukes hen tolaz en ur punz dôn-dôn (ouspen ul lew a donder hen defoa), hag a koueas dre eno en kreiz ur c′hoad braz.

— Arsa ma Doue, a lâras neuzé, pelec′h on-mé aman ? Ha petra a rin-mé breman, pa eo kollet ganen ma levrio ? Hag ar pez a zo gwasa, ma groeg ha ma bugel a zo chommet iwé gant Foukes, ann trubard milliget ! kollet sur ′on ar wez-man. Mar am bijè gallet c′hoaz kavoud ar c′hoad lec′h ma kimiadis euz Thérésa ! Met pelec′h eman ar c′hoad-sé ?

Bâlé a ra dre ar c′hoad, ha na wel na den na loen. Digwezoud a ra ann noz, hag a kousk, harp he benn ouz ur roc′hell-vraz goloët a spoen. Pa deu ann dez, a sell en-dro d′éhan, hag a anvez ar rochell e-kichenn pehini a kimiadas Théreza digant-han.

— Hola ! a lâras neuzé, n′eo ket kollet holl c′hoaz !

Hag a c′halvas ter gwez : Théréza ! Théréza ! Théréza ! Ha kerkent a em gavas Théréza.

— Ezomm a t′euz an-hon, emehi, Koadalan ?

— Ia sur, prinses, rag néc′hamant a-walc′h am euz aman !

— Goûd a rann holl : kollet a t′euz da levrio, ha da vroeg, ha da vugel ! Met mar kares ober penn-da-benn evel ma lârin d′id, me a raio d′id ho c′haout c′hoaz.

Hen kass a ra da gichenn kastell Foukes, hag a lâr d′ehan neuzé :

— Kousket int holl bréman bars ar c′hastell. Kè goustadig, goustadig da gambr Foukes, hag a weli anehan kousket war he wélé, hag war un daol vihan, étal he wele, ann tri levr-ruz. Tap an-he, ha deus-kuit gant-hé, hag e-keit-sé, me a gavo d′id da vroeg ha da vugel.

Mont a ra Koadalan bete kambr Foukes, pehini a diroc′hé, astennet war he wélé ; tapout a ra ann tri levr-ruz, hag a teu-kuit gant-he neuzé, buhan-buhan. Thérésa a oa euz hen gortoz, ha gant-hi he vroeg hag he vugel. Ma pokas d′hè, hag a oelé gant ar joa.

— A-rok mont-kuit, a lâras neuzé Thereza : Pétra a vo gret da Foukes ?

— Ma fé ! p′am euz brema ma levrio, ma groeg ha ma bugel, na ioullan drouk-abet d′éhan kén.

— Ma ! eomp-kuit neuzé, buhan.

Pa oent digwêt en kreiz ar c′hoad, a lâras c′hoaz Théréza d′éhan  :

— Breman a kimiadan ouzid ewit bikenn, rag na em welfomp ken.

Hag a savas neuzé en er, ha prestig a kollas ar gwel anehi.

Koadalan, he vroeg hag he vugel a bignas neuzé en ho c′haronz, pehini a deuas kerkent ha ma oe goulennet, hag a em gavjont hep-dâle en bro Koadalan, en Plouaret. Ma oe souezet braz ann holl o welet ur prinz hag ur brinses ker kaer, rag nikun n′ho anavéé, zoken tad Koadalan hag he vamm, péré a oa deut da vea koz, ha paour bepred. Ma savjont ur c′hastell kaer ar c′haera. Met ann daou goz a chommas en ho zi bihan-plouz, welloc′h a em gavent eno, hag ho mab n′ho lezé en ezomm a bed, hag a roë d′hè arc′hant, kement ha ma karent.

Un dez a Laras Koadalan d′he dad :

— Warc′hoaz, ma zad, a zo ur foar gaer en Lanhuon, hag a vo rèd d′ac′h mont d′ehi.

— Da bétra mont d′ar foar, pa n′am euz na marc′h, na buc′h, na porc′hell ?

— N′ho pêt morc′hed, warc′hoaz ar beure a kavfet un ijenn kaer en ho kraou. It gant-han d′ar foar ha goulennet out-han ar pez a garfet, hag a ve mill-skoed, hag a vo roët d′ac′h ; met na lest ket ann nask da vont gant ann ijenn ; bêt sonj mad a-zé, pé n′am gwelfet ken.

— Ma ! émé ar paotr koz.

Ann déwarlerc′h ar beuré ec′h a da welet d′he graou, hag ez eo souezet braz o welet eno un ijenn ar c′heara, ével n′hen defoa gwelet biskoaz, Lakâd a ra un nask d′ehan war he c′houk, hag ec′h a gant-han da Lanhuon. Ann holl a lâré, penn-da-benn war ann hent : — Kaera da ijenn ! da biou eo ? — hag a oa stad er paotr-koz.

Kerkent ha ma ′c′h arruas er foar-lec′h, a teuas ann holl en dro d′éhan.

— Pégement ann ijenn ? — a lâré kigerrienn Lanhuon ha Landreger.

— Mill-skoed ! — a lâré Koadalan goz. — Hag ec′h ent-kuit.

Paotred Montroulez, ha Léon, memeuz tra. Na oa den ′wit sevel ann ijenn.

Ma tigwezas en-bezr tri varc′hadour braz, leun ho godello a arc′hant, ha na anavéé den an-he (Tri diaoul a oant).

— Pégement ann ijenn ?

— Mill-skoed !

— N′eo ket ewit netra, tad-koz ; met na euz forz, ul loen-kaer eo, plijout a ra d′imp, ha gret ê ar marc′had ; ha setu aman arc′hant raktal.

Ar paotr-koz a laka ann arc′hant en he c′hodell hag a ro ann ijenn d′ann tri varc′hadour, met a vir ann nask.

— Roët iwé ann nask, tad koz.

— N′am euz goerzet nemet ann ijenn, ha na roïn ket ann nask.

— Ann nask ac′h a atao da-heul ar vuc′h hag ann ijenn.

— N′am euz ket goerzet ann nask, ha na roïn ket anehan.

— Rèd eo d′imp kaout un nask ; roët anehan, hag ho pô mill-skoed all.

— Na roïn ket, ha pa ve ewit dek-mill.

Hag a laka ar paotr koz ann nask en he c′hodell, hag ec′h a-kuit.

Ann tri marc′hadour a bign neuzé war gein ho ijenn. Heman a em laka kerkent da vléjal, da redek ha da bennfolli, hag ho stlej ho zri d′ann douar. — Ha kerkent a tro ann ijenn en ki, ha da redek trezeg ar gèr. — Hag ann tri varc′hadour war he lerc′h, troït en tri bleiz ! — Ar c′hi a arru da genta e-toull-dor ti Koadalan, hag a lamp ebars. Ha kerkent setu-han en den, rag Koadalan he-unan a oa. — Ann tri bleiz, deut da vea are tri varc′hadour, a chomm e-kichenn ann or :

— Re-diwezad un tammig paotred ! a lâr d′he Koadalan, euz he di.

— Poent a oa d′id ! met na euz forz, kregi a reomp c′hoaz en da golier un de !

— Gwelet a vo !

Hag hi kuit, ho zri, ha drouk en-he !

Pa digwezas Koadalan goz e ger :

— Ac′hanta ! ma zad, gret oc′h euz foar vad ?

— Ia vad ! Mill-skoed ! hag ann nask a zo deut ganen ; sell.

Ur pennadig goudé a lâras are Koadalan d′he dad :

— Warc′hoaz, ma zad, eman foar-ann-nec′h, en Montroulez, ur foar gaer, hag a vo rèd d′ac′h mont.

— Gant petra ?

— Gant ur marc′h a gavfet er marchosi warc′hoaz ar beuré, kaera marc′h oc′h euz gwelet biskoaz. Daou-vill skoed a c′houlennfet out-han, hag ho pô an-he are, met na roet ket ar c′habestr ; tolet-pled mad da se.

Ann dewarlerc′h ar beuré a kav Koadalan goz ur marc′h ar c′haera en he varchosi, vel m′hen defoa lâret d′ehan he vab, hag ec′h a gant-han da Vontroulez. Ann holl a oa souezet o welet vel ma oa kaer ar marc′h-se. — Pégement ? pégement ? a c′houlenne ar varc′hadourienn. Met pa glewent : daou-vill skoed ! a souzent holl adré.

En-bezr a tigwez aré tri varc′hadour Lanhuon.

— Pégement ar marc′h, tad koz ?

— Daou-vill skoed !

— Skoët aze, d′imp eo. — hag a em skojont en ho daoudorn. — Eomp en un hostaleri da gonta ann arc′hant, ha da eva ur bannac′h.

Mont a reont en hostaleri nesa ; ar paotr koz a ev muioc′h wit neubeutoc′h, ha setu-han mezw, ha na sonj ket goulenn ar c′habestr. Mont a ra ar marc′h gant ann tri marc′hadour, hag he gabestr gant-han en he benn. Pignad a reont ho zri war gein ar marc′h ; ma oa souezet ann holl euz ho gwelet. — A be-lec′h è ann tri diot-man ? a lârent. — Mont a rent war gè Leon, hag ar ganfarded a griè war-n-he, ha zokenn a stlapé mein gant-hè.

— Petra, tri genaouek, a lâras un den koz, sotoc′h oc′h ewit ho loen ! Diskennit daou bépred ; n′oc′h euz ket a vez ?

Diskenn a reont o zri. Ar marc′h a lamp kerkent bars ann dour, ha setu-han troët en zilienn. — Ann tri varc′hadour a lamp war he lerc′h hag a deu da vea tri fesk braz, ewit tapout ar zilienn. — Met homan a deu neuze da vea ur goulm, hag a nij uhel, dreist tier kèr.

Ann tri fesk braz ac′h a neuzè en ter sparfell, hag a nij war he lerc′h.

Ar goulm, skuiz o nijal, ha prèst da vea tapet, pa oa o tremen a-uz d′un noblanz, a wel ur vates o karga dour en ur varac′h e-kichenn ur feunteun. Em lezel a ra da goueza er varac′h, ha kerkent ez eo troët en goalenn-aour. Ar vatez a denn ar walenn-aour euz ar varac′h, hag he laka war he biz, hag a dired d′ann noblanz. Ann ter sparfell a zo troët kerkent en tri zôner péré a ha da zon gant pep a violonz dirag ann noblanz. Aotronez hag itronezed a deu d′ho selaou er prennestro, hag a dol arc′hant d′he.

— Trugare ! a lâr ar re-man, na c′houlennomp ket a arc′hant.

— Petra a c′houlennet eta !

— Ur walenn-aour a zo bet kavet gant ar vatez, o vont da gerc′had dour d′ar feunteun.

— Bea ho pô anehi.

Klasket eo ar vatez. Homan a oa êt d′he c′hambr, da zellet euz he gwalenn-aour. A greiz-holl a oe fromet o welet ur prinz kaer en he c′hichenn, hag ar walenn êt diwar he biz.

— Na spontet ket, a lâras d′ehi ar prinz; me eo ar walenn-aour ho poa war ho piz. Ann aotro a zo o tont da c′houlenn diganac′h ar walenn-aour (rag bremaïg a zistroin are en gwalenn-aour war ho piz). Met n′he roët ket d′ehan, ken hen defo gret ar pez ec′h han da lâret d′ac′h : Lâret d′ehan ober lakâd ann tan en ur bern-koad a zo er porz; pa vo krog mad ann tan, a tolfet ar walenn en he greiz, hag a lârfet d′ar zonerrienn mont d′he c′hlask ébars.

P′hen defoe lâret kement-se, ec′h eaz are en gwalenn-aour war viz ar vatez.

Ann aotro a deuas kerkent, hag a lâras :

— Pelec′h eman ar walenn-aour oc′h euz kavet o vont da gerc′had dour d′ar feunteun ?

— Setu-hi aman, aotro.

— Roët d′in anehi.

— Salv-ho-kraz, lâret a zo d′in n′he rojenn ket ken ho po gret ar pez ec′h an da lâret d′ac′h. Gret lakâd ann tan er bern-koad a zo en ho porz ; pa vo krog mad ann tan, a tolin en he greiz ar walenn-aour, o lâret d′ar zonerrienn : it d′hi c’hlask !

Laket eo ann tan er bern-koad, hag ar vatez a dol ar walenn-aour en he greiz, hag a lâr d′ar zonerrienn : it d′hi c’hlask ! Ar re-man a lamp kerkent en tan, hag a glask, evel diaoulienn a oant.

Met ar walenn-aour a zo troët neuze en ur gorbonenn e-touez ur bern-braz a winiz a oa en zolier ar c′hastell, hag ann tri all, en tri c′hôg, péré a em laka da glask ar gorbonenn er bern-gwiniz. Met ar gorbonenn a deu neuze da vea ul louarn, pehini a dag ann tri c’hôg.[2]

Ha setu aze vel ma trec′has Koadalan war ann tri diaoul, hag a chommas gant-han he dri levr ruz.

Goudé kement a boanio, a tistroas are d′ar gèr. He dad a oa marwet ; he vroeg hag he vugel a deuas iwé da verwell, prestig goudé, hag a chommas he unan ; met hé dri levr-ruz a oa gant-han bépred. Gant ar re-se a c′helle ober holl ar pez a garé, nemet tec’hel diouz ar Maro. Deut a oa da vea koz, hag hen defoa aoun-braz ouz ar Maro. Bemdez a studie mui-ouz-mui he levrio, o klask penoz ober ewit galloud em inkarni ha bewa da virwikenn. Hag un dez a sonjas hen defoa kavet ann tu, ha setu penoz.

Dastum a ra holl dut he di, hag a lâr d′he : Sentet ouzin, na euz forz petra a lârin d′ac′h, arc’hant ho po kement ha ma karfet. It da genta da glask d′in ur vagerez gant he bugel kenta newe ganet, hag ho digasset aman buhan.

Digasset a zo d′éhan ur vageres gant he bugel kenta newé-ganet, ha kalz a leaz gant-hi. Homan a tlee chomm c’houec’h miz er c′hastell hep gwelet den a-bed, zokenn he fried. Kant-skoed ar miz a vije paeet, lâret a ra neuze d′ehi : Me a vo lac’het breman, draillet munud evel kig-silzig, ha neuze laket en ur boudez. Ar boudez-se a vo laket en-kreiz ur bern teill-tomm, ha diou-wez bemdez, epad c’houec′h miz, da greiz-de ha da der-heur, a renkfet dont, un antér-heur bep gwez, da skuill leaz ho pronno a-uz d’ar boudez lec′h ma vin a bezio. Met diwallit mad a kouskfac’h epad ma véet o skuill ho leaz. A-ben c′houec’h miz, mar gret mad evel ma lâran, a savin em fez euz ar boudez, ha iac′h mad, ha krenvoc′h ha koantoc′h ewit biskoaz ; ha neuze na varwin bikenn ken. Ober a reet ? lâret d′in. Kant-skoed ar mizh o pô.

— Ia, emehi, ober a rin.

Gervel a ra neuzé he vewelienn, hag a lâr d′he.

— Breman a vo rèd d′ac′h ma lac′ha, ha lakâd ma c′horf holl a bezio, ker munud ha kig-silzig. Neuzé a lakafet ann holl bezio-se, gant ar gwad, en ur boudez, pehini a c′holofet gant ul lienn gwenn, hag ar boudez-se a lakafet en kreiz ur bern teill-tomm, lec′h ma renko chomm epad c′houec′h miz. Goude ar c′houec′h miz-se, ma gwelfet o sevel a-c′hané em fez, beo ha iac′h, ha krenvoc′h ha koantoc′h ewit biskoaz. Ha n′ho pêt nep aoun, rag pep-tra a c′hoarveo ével ma lâran d′ac′h. Ober a reet ?

— Ia, a lâras ar mewelienn.

Holl a zo gret evel m′hen euz lâret. Lac′het eo, draillet-munud evel kig-silzig, ha laket ann tammo holl, gant ar gwad, en ur boudez, pehini a zo plantet e-kreiz ur bern teill-tomm.

Mont a ra ar vageres diou-wez bemdez, épad un anter-heur bep-gwez, da skuill leaz he bronno war ann teill, a-uz d′ar boudez. Bet eo pemp miz oc′h ober evel-se, bet eo pemp miz hanter ; na vanké kén nemet tri dé d′ar c′houec′h miz, pa vanas kousket war ar bern teill, épad ma oa o skuilla leaz a-uz d′ar boudez. Allas ! ha neuzé a varwas Koadalan ! Pa oe dizoloét war-n-ehan, a oe kavet he gorf en he bez, ha kazi deut e-meaz ar boudez ; a oa vont da zével ; tri de c′hoaz, hag a vije deut he dol da vad. Met allas ! marw a oa, ha marw mad, ewit bea c′hoantaët na varwjé bikenn !


Kontet gant lann-Mari Gwezennec,
Kalvez en Plouaret,
dastumet gant F. M. Ann Huel.

Gwenveur 1869.


————
  1. Ce conte est un de ces nombreux récits populaires, transmis par la tradition orale, et qui font le charme de nos chaumières et de nos manoirs bretons durant les veillées d′hiver. Il a été recueilli sous la dictée du conteur et traduit avec une grande fidélité sur le texte authentique.
  2. Cette série de métamorphoses du héros de notre conte rappelle la poursuite de Gwion par Keridwen dans le Hanes Taliesin :

    « Vraiment, s’écria Keridwenn, c′est Gwion le nain qui est le ravisseur. » Ayant prononcé ces mots, elle se mit à sa poursuite. Gwion, l′apercevant de loin, se transforma en lièvre, et redoubla de vitesse ; mais Keridwenn aussitôt changée en levrette le dépassa et le chassa vers la rivière.

    Se précipitant dans le courant, il prit la forme d’un poisson ; mais son implacable ennemie, devenue loutre, le suivit à la trace ; si bien qu′il fut obligé de prendre la figure d′un oiseau et s′envola dans l′air.

    Cet élément ne lui fut pas un refuge ; car la dame, sous la forme d′un épervier, gagnait sur lui, et allait le saisir de sa serre.

    Tremblant de la terreur de la mort, il aperçut un tas de blé, sur une aire, et se glissa au milieu, semblable à un simple grain.

    Kéridwenn prit la forme d′une poule noire à la crête élevée, ouvrit en grattant le tas de blé, distingua le grain et l′avala, etc.. »

    Traduction donnée d′après la traduction anglaise d′Ed. Davies [Celt. Myth..,p. 229 et suiv.), par Jules Leflocq, Etudes de mythologie celtique, p. 69.