1) Re bèl amzer, Breihiz hun ès tauet,
Koartiz ne jauj meit d’er popleu feahet,
2) Ia, ia, groamb trouz ha huchamb a bouiz pen
Inour Arvor e zou ret t’emb dihuen.
3) Deit é hun zro hiniu, arsaù Pautred
Mal é ma vou gouiet é omb er bed
4) Ni e sonnou ataù hun sonenneu
Hag e hoarnou hun hoh guskemanteu.
5) El hun tadeu ni e bedou hun Doué
Hag er brezel ni vrezelou el dé.
|
Re bell amzer, Breiziz hon eus tavet,
Plega ne jauj met d’ar poblou feazet,
Ya ! ya ! greomp trouz ha huchomp a bouez penn,
Enor Arvor red eo d’eomp hen difenn.
Deut eo hon tro hizio, war zav, Paotred,
Mall eo e ve gouezet emaomp er bed.
Ni a gano atao hor sonennou
hag a zalc’ho start d’hor gwiskamanchou.
Vel hon tadou ni a ouezo pedi
hag er brezel beza ker krenv hag i.
|