Hor c’holach, er c’huz-heol, a skoe war ar meziou.
Ha diouz ann hanter-noz, oc’hpenn, oa mogeriou
Ken huel, ma ne c’hallo lagad ebet, gwelet
Kear Lesneven, na skouarn, trouz ar ruiou klevet.
Ann or, ato prennet, a ioa war eur ru striz,
Den o tremen enn-hi, nag enn noz nag enn deiz,
Da zeiz ar loar ebken, da lun, tadou, mammou,
A lezet eunn nebeud da vont dreist ann treuzou,
Hag enn eur zal, a-gleiz, e c’hedent ar mare
Da c’hallout eur pennad gwelet ho bugale.
Er c’holach oa daou bors : war unan e welet,
E tri renk, ar zaliou vid ar skol, ar c’housked,
Hag enn eur c’hougn, a-zeou, delesiou da bignat
D’eur chapelik el leac’h, kent eget labourat,
E taoulinemp bemdez, mistri-skol, bubale ;
Eno, pedennou c’houek a zave war-zu Doue.
Dre zor vraz ann ti-kreiz e kouezet er pors all ;
O ! na me blije d’in ar pors braz-se, gwech’all !
Ar pors-se ioa karet, a gav d’in, gand ann holl,
Rag he gwez huel, enn hanv, a roe d’e-omp disheol.
Eur voger, eur c’hael houarn goloet holl a zeliou,
A ioa d’ann traon d’ar pors ; goude-ze jardrinou,
Gand a bep seurt gwez frouez e pere laboused,
Euz ar beure d’ann noz, a gane kaer-meurbed,
Heb, dirag hor mistri, na spounta, na nijal,
Pa’z eant er vali glaz, sioul, da lenn ho brevial.
. . . . . . . . . . . . . . . . .
Eunn deiz, o kimiada diouz va c’holach karet,
E leziz war va lerc’h mistri vad, mignouned
Pere ouelann, siouaz !
Taolet ha distaolet er bed vel eunn divroad,
Euz mignouned ken ker e c’houzounn, divezad,
Em euz dienez braz !
Siouaz ! neuze me ioa ken iaouank, ken dibenn.
Ma n’am oa ket gwelet, e-touez mel va gwerenn,
Ivez eur vestl c’houero ;
Aliez ar c’homzou flour a guz kalz a c’heier ;
A-zindan eur mor sioul ar paour keaz pesketer
A c’hall kaout ar maro.
Evel-se, va spered faziet gant kalz huvreou,
P’az iz diouz Lesneven evit redet broiou
Hag evit klask ar brud,
Ne zalechenn ket pell d’anaout em oa kollet
Al levenez, ar peoc’h hag em oa selaouet
Euz ar bed ar vouez iud.
Evel-se, ken koantik a-zindan ann Envou,
Eur ster a ruill he dour a-dreuz ieot ar prajou,
Skeduz evel ann heol
Beteg ma c’hen em gav war ann aot da redet
El leac’h e-touez ann treaz, eo kerkent killaret,
El leac’h ma ia da goll.
Meur a vloaveziou zo tremenet abaoue,
Med bemdez e sonjann, a vare du vare,
E kolach Lesneven ;
Hag evel pa welfenn dirag va daoulagad
Ann amzer dremenet ha va mignounned vad,
E lavarann laouen :
O ! distroit a-nevez, va bloaveziou ken kaer,
Kalz re gaer marteze, vit beza bet ken berr,
O ! me fell d’in : nijal dreist menez ha traonienn,
Evit das kwelet c’hoaz, o kolach Lesneven !
Klevet va mistri-skol o komz euz Roum, Athen,
O tiviz e daou iez Siseron, Demosthen,
Me lavar... med kerkent e klevann enn ekleo
Eur vouez o c’hoapaat, o respount : « kenavo,
« Kenavo da-viken !
« Ar pez ec’h euz kollet, zo kollet evit mad,
« Ha ne dle chom gan-ez mui nemet kalounad
Mui nemed ann anken ! »
. . . . . . . . . . . . . . . .
Kenavo da-viken eta, p’eo gwir eo red,
Amzer va iaouankiz, va gwella mignouned
Ha va mistri karet ;
Kalz ac’hanoc’h brema marteze zo maro,
Em c’holach marteze ne gafenn, enn distro,
Mestr na mignoun ebet.
Med n’euz fors e pe leac’h hoc’h eat ivez brema,
Em c’haloun e talc’hann ar fisians ar vrasa
D’ho kwelet eunn dervez,
Rag holl omp bet maget gant leaz ar feiz kristen ;
Enn despet d’ar maro, skolaerien Lesneven
Ne gollint ket ar vuez.
. . . . . . . . . . . . . . . . . .
C’houi pere zo brema pleget war ann taoliou
El leac’h ma labouremp, ô c’houi, bugaligou
Ken dinam a galoun !
Deskit kement kentel a zispleg ho mistri,
Evit gallout eunn deiz ouz ann drouk enebi,
Gant nerz vraz hag heb aoun.
Ho iaouankiz a zo vel ann nevez-amzer,
Dirag ho taoulagad pep tra zo brema kaer,
Kement tra zo laouen ;
Labourit vid herzel oc’h ann amzeriou kriz
Ho pezo da dremen, rag al luc’hed eunn deiz
A lintro dreist ho penn.
Hag evel-d-omp, d’ho tro, c’houi vo treac’h d’ar ioulou,
C’houi vezo vel reier pere, dindan tarsiou
A jom sounn, heb krena,
E leac’h beza, siouaz ! ruillet ha diruillet
Evel meinigou skanv pere ne gavont ket
Netra d’en em harpa.
Ia, kredit ac’hanon, ennn deiz ar zonjezoun
Euz kolach Lesneven a roi d’e-hoc’h kaloun
Da zalc’her d’ho kredenn ;
Gand ho mignouned ker ec’h en em weloc’h c’hoaz,
E disheol ar gwez huel ha glaz euz ar pors braz,
Enn eur ziviz laouen.
Meur a weach e sonjoc’h enn ho mistri karet
Pere, vel tad ha mamm, ho deuz d’e-hoc’h desket
Beza mad ha nerzuz,
Hag a-uz ann aoter, e weloc’h er chapel,
Digor-braz he divreac’h, evel vid ho kervel,
Ho Mamm karantezuz !
|