KENSKRIVADEK MARVAILLOU K. B. В.


Kontadenn wir (Pevare priz)


————


E parrez Plouguer, demdost da Geraëz, ez euz eun tiik brao, ha di e karfen mont da veva. Azezet enn draonienn, ha kuzet etouez eur bouchad gwez bodennek, an ti-ze a zo evel eun neizik leun a c’houez vad, leun a euruzded.

Al laboused ho-unan a zeblant kemer eno muioc’h a blijadur eget el leac’hiou all, rak deuz goulou-deiz beteg an noz, e frealzont kalonou an tremenourien dre ho richan dudiuz. Ar gwenann enn ho liorzik, dre o c’hrozmol ha dre ho labour, a ziskouez ez int eüruz etouez ar bokedou diwanet stank tro-war-dro.

Bep gwech ma zan di, va spered a zav da zonjal e kaerder ar meaziou, hag an heug a deu d’in deuz trubuillou ar c’haeriou-braz.

El leac’hik sioul-ze e vev hirio c’hoaz eun tiad tud euz an dibab, koueriaded kalonek hag a c’houlen digant eul labour tenn meurbed, ho bara pemdeziek.

…An tad, ar vam, diou verc’h ha daou baotr, setu ar famill a-bez.

Dek vloaz a zo, e oa e Keraez kalz labouriou, ar vro a ioa ennhi kalz chiminoed oc’h ober hentchou houarn.

Unan deuz ar mistri braz a ioa о vleina al labouriou, a blije d’ezhan, mont d’ar zul da bourmen var ar meaz, mad e kave al leaz hag ive ar c’hrampoez gwiniz great e Breiz.

Eur zulvez goude meren, ec’h en em gavaz da dremen dre an ti hag a zeaz ebarz da c’houlen eur banne leaz. Eun digemer mat a ioa great d’ezhan evel d’an oll.

An tad a ioa eat da gousket e penn ar bern kolo, ar vam a ioa о walc’hi ar skudellou, ha Mari a ioa о viska he dillad kaer evit mont da bardoun ar Vouster, asamez gant Lizik he brasa mignonez. Ar vam, na oa bet morse er skol, na ouie nemed eur gerik gallek bennag tapet ganthi ama hag ahont. Setu ma oa bet red d’ezhi gervel he merc’h Mari, vit en em entent gant an aoutrou-braz a ioa deut en ti, ha na ouie nemed gallegat.

Mari a ziskennaz trum, hag a lavaraz bonjour d’an aotrou en eur ruzia.

Goulskoude, Mari, evithi da veza eur goueriadez, a ouie diframma bammou gallek d’an aotrou, hag hen-ma a gemere plijadur о komz ganthi, ha dont a reaz trum da anaout e oa houma eur plac’hik a spered hag a ententamant vraz evit he oad.

Evelato, goude kant kont ha kant kont all, an aotrou a lavaraz da Vari, en eur eva bep an amzer eur c’henaouad leaz : « C’houi plac’hik, о peuz dija skiant braz, deskadurez о peuz ive, na dlefec’h ket chom war ar meaz da duriat douar. Nan, nan, n’oc’h ket great evit-se, c’houi a rafe eur vatez vat e kear, gounit a rafec’h arc’hant braz, dillad brao o pefe, friko da zebri bembez, ha dreist oll, nebeud a labour da ober. »

« Eur vatez em euz ezom, evit sikour ober ar gegin ha dioual va daoul vugel. C’hoant em euz da gaou unan euz Breiz, rak klevet em euz e kaver wardro ama metejen sentuz, honest, fur ha mad da labourat. Kredi ran e vijec’h ar vatez a blichfe d’in ha d’am greg. Rakse ’ta mar oc’h euz c’hoant da dec’het deuz ar boan о peuz ama bemdez о labourat douar, mar oc’h euz c’hoant da dreki ar bara du о peuz brema, ouz bara gwenn Pariz, mar oc’h euz c’hoant da lakat eun tok kaër eleac’h ho koëff, mar fell d’eoc’h e ve ato leun ho ialc’h, mar plich d’eoc’h an oll ebatou a zo e Pariz, deuit ganen, hag e c’hellan asuri d’eoc’h, e kemerfoc’h hent an eurusded, en deiz-ma kemerfoc’h an trein evit dont ganen d’am zi e Pariz. Grit mad ho sonj, ha disul me deui amа adarre, hag e lavarforc’h d’in ia pe nan. »

Ar vam, ha na gomprene ket mad ar pez a lavare an aotrou d’he merc’h, a c’houlennaz : « Petra lavar an aotrou d’eoc’h, Mari? » — « Ah fei zur, mam, an aotrou en deuz c’hoant da gaout eur vatez evit mont ganthan da Bariz, d’he vro, hag ema о klask touelli ac’hanoun me da vont ganthan da ziwall e vugale, ha da zikour ober ar gegin. » — Ah fei vad, va merc’h, daoust eo d’eoc’h ! vit ar pez zo sur eo e c’hounezfoc’h muioc’h a arc’hant e Pariz eget na refec’h ащап о turiat an douar. » — « Tregont liur ar miz а ginnig d’in. » — « Dek skoed ar miz, pevar real bemdez, ho poued hag ho lojeiz, merc’h ! Feidazampo ! vit aman na c’hounezfec’h ket trugont liur ar bla ! Ma ! Ma, va merc’h, vidon-me mije lavaret ia d’ean raktal ! Ho c’hoar all a zo braz dija evit sikour ac’hanoun, eaz eo d’in dioueret ac’hanoc’h. It, it, ma merc’h, ha digasit eur gwennek bennag d’omp, evit sikour paëa ar mestr. »

An aotrou, ha na gomprene netra deuz komzou ar vam, a oa digor braz he zaoulagad hag he c’henou ganthan, o welet anezhi o komz krenv, hag o hija he divrec’h e sin a gontantamant, a zonje d’ezhan er c’hontrol e oa droug braz ennhi, ha goulen a eure digant ar verc’h petra a zonje ar vam euz a gement-se.

« Va mam a zo kontant, na c’houlen ket gwelloc’h eget gwelet ac’hanoun o c’hounit va bara. »

— « Ma ! grit mat ho sonj, plac’h iaouank, ha disul pa deuin ama, e lavarfoc’h ia d’in ne ket ta ! War gement-se e lavaran kenavo disul d’eoc’h.

Ar vam a redaz da gerc’hat eur voutaillad chistr euz ar gwella d’an aotrou, evit delc’her anezan pelloc’h en ti. Mes an aotrou a lavaraz d’ezhi ne gave ket mat ar chistr goude leaz, hag e lavaraz d’ezhi kena­vo disul.

Prestik goude ma oa eat an aotrou er meaz deuz an ti, Lizik a erruaz da glask Mari da vont da bardoun ar Vouster, eul lev deuz Keraëz.

En hent, Mari a oa doaniet he spered, enkrezet he c’haloun. Evit bleina bagig he buez, daou hent a ioa brema digor dirag-hi.

An hini kenta a wele gant daoulagad he spered, frank, ledan, kompez ha karget a fleuriou kaër. An eil er c’hontrol, striz ha displean, karget a vouillen hag a fank. Goulskoude eme-z-hi, buez ar meaziou a anavezan mat, ha buez ar c’heariou na ran ket. N’ouzon ket petra d’ober, nan, nan war ar poënt-ze brema ez oun dallez. Lizik evelato a welaz buan oa eun dra bennag o tieza spered he c’hamaladez, hag a c’houlennaz outhi : « Perag out enkrezet er giz ze hirio ? da zervicher na vezo ket er pardoun ta ? — « Ah Lizik ! va zervicher n’ema ket brema war va spered, mes traou kals grevusoc’h a ra d’in poan-benn ».

— « Petra ! petra ! Mari ! da dud a vefe klanv ! »

— « Nan, Lizik, mes setu ama petra zo oc’h ober poan spered d’in : a veac’h e oaz en em gavet en ti du-ma bremaik, ma oa eun aotrou o vont er meaz, hag hennez en deuz goulennet ac’hanoun da vont gant­han da vatez da Bariz. Tregont liur ar miz a ro d’in, ha n’em bezo netra da ober bemdez, nemed sikour ober ar gegin, ha dioual he zaou vugel. » — « Da Bariz, Mari ! ha e iafez ! Foei !Foei ia ! Te da vates ne peuz ket a vez. Red eo lavaret eo kollet da benn ganez ! » — « N’eo ket, Lizik, va fenn ha va skiant-vat n’int ket kollet, mes va mam avad a zo touellet da vat gant an affer-ze, dreist-oll abalamour d’in da c’hounit arc’hant da zigas d’ezhi d’ar gear.» — « Da vam a zo sotoc’h eget-oud ne ra forz deuz netra nemed e devezo arc’hant ! — « Ia, Lizik, ankeniet eo va c’haloun o sonjal en oll draou-ze. »

— « Bah ! bah ! lez an traou-ze a gostes, evit hirio, ha bremaik gra eun dans gant da servicher, evit chaseal deuz da spered ar sonjou du-ze. » An diou blac’h iaouank a zigouezaz er Vouster, pa oa ar gousperou oc’h achui. An dans a gommansaz prestik goude, ar biniou a zonaz, an dud iaouank a gemeraz ho ebatou er bourk, lod a zanse, lod all a gane soniou Breiz e solierou an hostaleriou, asamez gant ho mestrezed.

Goulskoude, wardro c’huech heur, pa oa ar pardoun en he wella, du-hont azezet war al letoun en eur c’hornik deuz ar vered, daou zen iaouank a ouel ho gwalc’h, Mari ha Jopik.

Jopik en deuz klevet gant Lizik e oa he vestrez o vont da vatez da Ba­riz. « Oh nan Mari, n’eo ket gwir, ne c’hell ket beza gwir e tilezi da dud da di, da zervicher, da vro, evit mont da vatez da Bariz ! En hano Doue ! tenn ar zonj-ze deuz da spered, ha laka da galoun da garet muioc’h da dud, da vro gaër Breiz-Izel, eget da garet ar c’heariou gant ho arc’hant milliget hag ho falz plijaduriou…

Ah ia Mari ! da garet em euz abaoue mac’h anavezan ac’hanoud, da garet a ran, da garet a rin, mes lavaret a ran d’id e ranno va c’haloun en deiz ma klevin lavaret e vezi eat da Bariz ».

— « Nan, nan, Jopik, va mignoun, pell deuz va zud, pell deuz va bro, pell deuz an hini em euz dibabet evit beza eun deiz va fried, na gavin ket an ëurusded ; eun dra bennag a vefe ato o krignat va c’haloun, o waska va spered. Aman etal an iliz-ma, laka da zourn em hini, ha touomp an eil d’egile en em garet da viken, hag hon daou asamblez, huchomp a vouez uhel : Foei da Bariz ! Bevet Breiz ! »

Eur pennadik goude, an daou zen iaouank deuaz deuz ar vered hag a ieaz da walc’hi ho daoulagad ruzied gant an daëlou, e dour sklær feunteun an iliz. Ober a rechont eun dro-dans emesk ar iaouankis all, hag e teuchont d’ar gear.

An heol a ioa kuzet, du-ze en dremwell, al laboused, goude beza kanet kanaouen an abardaez, a ioa o klask ar gwasket evit tremen an noz, pa en em gavaz Mari er gear.

An tad a zo etal an tan o vutuna, ar vam a zo o kempenn amann.

« Ac’hanta, Mari, tremenet mat eo ar pardoun » ?

— « Ia, mam ! Dansal em euz great. Kanet em euz, ha ouelet em euz, ive. »

— « Ché ! merc’h ! ouelet o peuz, na fell ket d’eoc’h mont da Bariz ta !

— « Nan, mam, na zin ket da Bariz, abalamour da galz a draou. »

— « Furoc’h eo ho merc’h eged-oc’h, a lavaraz an tad, o tenna e gorn-butun er meaz deuz he c’henou. Ia, va merc’h, chomit er gear, rak beteg brema an douar a labouromp, o deuz hor maget oll, ha red eo esperout e rai o c’hoaz. »

— « Ar pez a zonjit, va zad, a zonjan ive,ha ma n’en beuz ket bet beteg hirio friko da zebri, ez oun ken krenv, ken iac’h evel ar re o deuz bet. Ouspenn, koulz eo ganen beza er park o labourat, o lounka ear vat ar meaziou ha c’houez vat ar bleuniou, evel beza en toull-kambr e kear, o lounka ear fleriuz, an ear a ra an dud peultriner. Ma c’hounezer e Pariz, kalz arc’hant e vez ive kalz muioc’h a leac’h da zispign eget war ar meaz. Ama peb tra a zo paduz, e Pariz, ar mod a chench aliesoc’h eget bep bloaz. Aman e vevont digoust, e Pariz eo ker peb tra. O chom aman e vezin mestrez, o vont da Bariz na vezin ket… N’eo ket hebken an traou-ze eo a zalc’h ac’hanoun em bro, mes ar garantez em euz evidoc’h o taou, evit va daou vreur ha va c’hoarik vihan, ann traou-ze ive a zalc’h ac’hanoun stag ouz ar vro welaz ac’hanoun o tont er bed.

An diduamanchou em bije e Bariz, n’ouzoun ket petra int, mes klevet em euz ez euz kalz anezo hag a zo noazuz d’ar spered ha d’ar galoun. Ama ema ar pardouniou en hanv, ar beilladegou er goanv, an dansou er frikoiou, an oll draou-ze a gavan kalz kaëroch eget diduamanchou Pariz.

Rakse ! ha va zonj a zo great ha great mad, e Plouguer oun ganet e Plouguer e vanin mar plich gant Doue. »

— « Goulskoude, Kato ar Born euz ar Gervian, a zigaz ugent liur ar miz d’he mam : setu aze eur plac’h ëuruz en he c’hozni gant ar iaouanka deuz he merc’hed. »

— « Ia, mam, abaoue ma z’eo eat da Bariz, bloaz zo, e deuz digaset ugent liur ar miz d’he mam, mes bremaïk pa vezo dimezet da eur Barizian bennag, ne c’hello ket zoken digas ugent liur ar bloaz. Ha neuze an hini goz a vezo lezet er gear outhi he-unan da vervel gant an naoun ma ne deu ket an dud vad da zikour anezhi. »

« — Mad Marie ! gwir a leverez, red eo d’in mont a du gant ar wirionez, hag anzao a ran eo re droet va c’haloun gant an arc’hant, ha re nebeud gant ar garantez a dlean d’eoch oll. Ia, va bugale chomit tost d’ho tud, er vro e pehini oc’h ganet, labourit hag o pezo bara da zebri aman gwelloc’h eget el leac’h all.

Disul pa deui an aotrou-ze aman, lavar dezhan Mari, ho peuz muioc’h a joa ouz da dud, ouz da vro eget ouz Pariz ha kement a zo ebarz ha dioual da veza touellet ganthan, rak an aotrouien-ze a oar kaozeal brao, ha lakat ar gaou da veza gwir. »

— « Oh mam ! n’eo ket eun avans d’ezhan kaozeal brao ouz-in biken na z’in ganthan, rak re a garantez em euz evidoc’h, ha bremaik e bourk ar Vouster, Jopik ha me hon deuz gouelet hor gwalc’h ha touët hon deuz en em garet hon daou, beza eun deiz unanet gant liamou sakr ar Briedelez. Ia, va mam, e Breiz oun ganet, eur breizad em bezo evit pried, hag e Breiz e kouskimp hor c’housk diveza an eil e kichen egile.

Loeiz ar FLOC’H (Stourmer).


————