Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/F.-M. LUZEL : e vuhez

A. le Goaziou, 1939  (p. --xxiv)





F.-M. AN UHEL [1]
(1821-1895)
————


Keranborn — bet gwechall eun noblans vras, evel Guernaham ha Guernachanay, tost d’ezi, n’oa ken, eun nebeut bloaveziou araok Dispac’h 1793, nemet eur vereuri vras, pa voe prenet gant Fransez An Uhel, ginidik eus a Votsorhel (Penn-ar-Bed). O timezi e Plouaret, ar 14 a viz c’houevrer 1775, gant Mari Merrien, eus parrez Ploubêr, ez eas da chom da Geranborn hag, a-unan gant mitizien, e talc’has an douarou bras stag ouz ar maner koz, damgouezet, pe dost, en e boull.

E vab Fransez, — tad ar skrivagner, — kemeret gant ar « rekisition », daoust m’en doa prenet diou wech eur « remplaçant », a voe soudard e gward-a-enor an impalaer Napoleon kenta. Distro d’ar gêr, ec’h eurejas, an 20 a viz ebrel 1815, e iliz Prat, Rozali-Visanta Ar Gac, ganet e Planiel, an « 28 ventose, 4e année de la République une et indivisible ». Evel o zad, kenderc’hel a rejont da diekaat douarou Keranborn. Tud a zoujans Doue e oant o-daou, prest bepred da rei skoazell ha sikour d’o amezeien, hag Ouspenn, madelezus-tre e-kenver ar beorien, ar glaskerien-vara, a gave atao er maner lojeiz ha boued hag eun tamm plas e korn an oaled da domma o izili.

O dimezi a voe benniget gant Doue : daouzek krouadur o devoe. Fanch-Mari, an eil anezo, a c’hanas ar 6 [2] a viz mezeven 1821.

E vugaleach, e Keranborn, a voe « evurus ha laouen », renet gant kerent mat ha karantezus. Bepred An Uhel a gavo plijadur o tistrei war an amzer-se, ha bepred ar soniou a savo evit envori e vugaleach a vezo fresk ha dudius hag a seblanto deuet a greiz e galon. Ar vuhez a vevas neuze a voe hini eur paotrig diwar ar meaz : galoupat a-dreuz ar parkou hag ar prajou ; « ken skanv hag eur gwinver », pignat er gwez, — n’oa ket, hervez e lavar, eur pigner all par d’ezan, — evit dastum frouez pe evit klask neiziou, a-unan gant kanfarded all eus e oad pe gant e vreudeur hag e c’hoarezed ; tapout kaouenned evit o lakaat da stourm ouz kaz an ti ; kutuilh bleuniou, hag all.

…Neuze evel brema,
Karien redek atô dre ’r parko, ar c’hoajo,
Ha n’em boa ket ma far evit kavout neizo [3].

Hag evelse e kemere nerz ha yec’hed. Ma tigoueze gantan dont d’ar gêr, e chupenn pe e vragou freget gant an drez pe ar brankou, a dra zur e veze gourdrouzet, — ha ret e oa, — met prest e oa da adkomans antronoz, daoust m’en doa touet ne raje ken : le eur bugel a dremen evel an avel.

Rust pe fall an amzer, ret e veze chom er gêr, ha neuze eur blijadur all a oa evitan klevout hini pe hini eus mitizien Keranborn o kana soniou pe werziou, ha mestrez an ti, Rozali Ar Gac, o tiskana gante : hor paotr Franso-Mari [4] a selaoue gant evez, marteze e c’henou digor gantan war nav eur, evit o c’hlevet gwelloc’h.

Ha dioc’h an noz, pa veze debret koan, oh ! neuze, e blijadur hag e levenez a veze eus ar re vrasa, rak beilhadegou Keranborn, en-dro d’an oaled, a oa brudet tro-dro. Er beilhadegou-ze, e spered a rae, nebeud ha nebeud, anaoudegez gant an tenzor miret etouez ar bobl : gwerziou, soniou ha marvailhou ; e galon a dride dreist-holl o selaou ar c’hontadennou burzudus displeget gant konterien dispar evel Garandel, — leshanvet Kompagnon-Dall, — Alan Kourio hag all. Ne fell ket d’eomp poueza war ar pez a voe beilhadegou Keranborn ; lies a wech, An Uhel en deus displeget meur a hini anê [5].

Pa voe deut evit ar paotrig an ampoent da zeski lenn ha skriva ar galleg, — rak e Keranborn ne veze komzet nemet ar brezoneg, — e voe kaset d’ar skol da Blouaret [6]. Met hir oa an hent a gas eus Keranborn d’ar bourk, ha Franso-Mari, evel ar vugale all eus e oad, a blije d’ezan dilerc’ha war an hent, pe da sellet an dra-man-dra, pe da c’hoari pe, d’an diskar-amzer, da hija ar gwez-avalou pe ar gwez-kraou a gave war e hent. P’arrue diwezat, ar mestr-skol, an « tad Thomas » a c’hourdrouze, a roe pinijennou, — bara sec’h da greisteiz, pe chom eur pennad mat war an daoulin, e-kreiz ar c’hlas [7]. Ze ne harze ket Franso-Mari da adkomans antronoz. A-wechou all e rea skolig al louarn :

Ganen kanfarded all, e-lec’h mont d’ar skol,
Na da wech ’tremenen an deiz, bete kuz-heol,

O pesketan aman, o c’hoari, o neuial,
Hep komer nec’hamant ebet gant netra all [8].

E gerent a c’hoantae gwelet o mab henan o kenderc’hel gant e studi hag o kemer eur vicher all estreget hini eul labourer-douar. Fanch-Mari, krog en e 14 vloaz (here 1835), a voe kaset da skolach real Roazon, ha laket eno dindan renadur e eontr, — eun hanter-vreur d’e vamm, — J.-M. Ar Huërou, a oa o paouez beza hanvet, er skolach-ze, da gelenner war an istor. Pebez chenchamant evit hor paotr ! Boazet da redek dizoursi en-dro da Geranborn, setu hen breman serret etre peder voger evit deski latin, gregach ha skianchou all. Keuz en devoe, hag ouspenn diês e kavas plega dindan reolenn striz ha kalet ar skolach, rak alïes, re alïes, hervez, e kouezas war e gein, stank evel grizilh, ar pinijennou, evel ma lavar e-unan. Ha n’omp ket souezet ma c’hoantaas meur a wech lampat dreist ar mogeriou evit distrei da Geranborn [9]. Diês eo gouzout ma plije d’ezan ar studi. Hervez e notennou, ne seblant ket beza bet eur skolaër dispar : kentoc’h eur skolaër entre. Ne beurachuas ket e studi e Roazon. E 1839, grêt gantan e eilvet klas, e kuitaas ar skolach hag e chomas e Keranborn da zanzen e « vaccalauréat », renet a-bell, evit doare, gant e eontr Ar Huërou.

E miz here 1841, e tremenas e « vaccalauréat-ès-lettres » [10]. Breman bacheler, e c’hell mont da Vrest da êsa beza diwezatoc’h medisin (pe sirurjian) war vor. Ne voe nemet eun taol-êsa. Ar pez ’zo sur ne gaver roud ebet ma tremenas An Uhel an arnod ret evit antren e skol Medisinerez-war-vor Brest.

Gant miz du 1845, goude an ehan-skol tremenet e Keranborn, setu hen ha kemer penn an hent da vont da Bariz evel studier. Oc’h arruout er gêr-benn, ez eas da chom 34, ru Skol ar Medisinerez, hag eno e chomo epad an amzer a dremeno e Pariz (1842 — gouere pe eost 1847), Ha lakaat a reas e hano war roll studierien Skol ar Medisinerez ? A dra zur, rak fellout a rê d’ezan senti ouz e gerent a c’hoantae e welet beza medisin. Ha studia a reas ar skiant-ze en eur feson aketus ? N’ouzomp ket ; met, evit doare, gant e spered troet kentoc’h war al lizeradur, e tilezas nebeud ha nebeud ar medisinerez. N’eus meneg ebet eus ar studi-ze el lizerou a skriv (10 ha 28 eost 1845) d’an aotrou de Salvandy, ministr an Deskadurez, evit goulenn beza karget da vont e Breiz-Izel da zastum gwerziou ha soniou, hag ivez misteriou koz. E miz gwengolo 1845, en devoe e gefridi. Evel m’oa goullo e yalc’h [11], e voe roet d’ezan, evit paea e veach, an hanter eus e c’hopr, da lavaret eo, 50 skoed ; paeet e vefe ar peurrest d’ezan, goude m’en dije rentet kont eus e gefridi. An Uhel a dremenas eur miz hanter e Keranborn, ha distro e Pariz, e rentas kont, ar 4 a viz du 1845, d’ar ministr eus an eost treut awalc’h en doa dastumet. A. Ar Braz [12] a lavar e oa bet An Uhel « evit doare, skoazellet gant Pitre-Chevalier », evit kaout ar gefridi-ze. En e lizerou d’ar ministr, ne weler ger ebet a hano ar skrivagner-ze ; n’eus meneg nemet eus e eontr Ar Huërou, maro er bloaz 1843.

Gant ar bloaz-skol, 1845-1846, e seblant studia ar Reiz pe al lezennou, ma ’z eo gwir ar pez en deus skrivet d’ar ministr en e lizer eus an 10 a viz eost 1845. Ma heulias kalz pe nebeud skol al lezennou, n’ouzomp ket, met, hervez, e kendalc’has da zarempredi — rak kredi a reomp en devoa komanset e 1843, e-lec’h studia ar medisinerez — ar baotred yaouank eus ar « C’hartier latin » a studie al lizeradur, a save gwerziou pe danevellou e-lec’h deski o micher.

Skuiz marteze o chom dibreder e Pariz, ne marteze ivez poulzet gant an dienez, An Uhel a c’houlenn eur plas en « Universite ». Hanvet eo da vestr-studi e skolach an Oriant, e miz here 1847. Eno e chomas betek miz ebrel pe vezeven 1848 : kaset eo neuze, evit êsa, da rejant (pe kelenner) ar 7vet hag an 8vet klas, e skolach Dinam. E 1849, en em gav eleksionou hag an Uhel en em laka war ar renk evit beza depute [13] : n’en devoe nemet eiz mouez. Diwar neuze, en em roas a-zevri d’al labour war al lizeradur breton : en e baperou hon eus kavet eur pennad-skrid hag e tifenn hag e tidamall ennan Kervarker da veza distreset ar gwerziou dastumet gantan etouez ar bobl. Ret eo lavaret e troas kein diwezatoc’h hag e stourmas ouz Kervarker, evel ma welfomp.

An 30 a viz gwengolo 1851, e voe hanvet da rejant ar 6vet hag ar 7vet klas e skolach Pontoise (Seine-hag-Oise). Breman eman pell diouz Breiz-Izel, evel harluet. Ne seblant ket en em blijout er gêr vihan-ze. Beva ’ra e-unan-penn, hep darempredi den war vete nebeud : « Tremenet oun peurvuia evit eun den n’oar ket en em ober ouz an dud », a skriv d’e gerent ar 27 a viz ebrel 1853. Evit en em zizenoui ha marteze piket gant ar c’hoant da veza brudet diwezatoc’h evel barz, en em ro d’ar varzoniez. Savet en deus, e Pontoise, meur a werz embannet en e leor Chants de l’Epée. Met ouspenn, kregi a reas — ma n’en doa ket boulc’het al labour-ze epad ma chome e Dinam, — da drei e gwerziou gallek meur a werz hag a son eus ar Barzaz-Breiz, rak d’ar mare-ze al leor dispar-man a oa evitan ar pez eo ar Bibl evit ar brotestanted : Kavet hon eus en e baperou meur a droïdigez deiziadet eus Pontoise [14]. Ha ne gav ket d’eomp e vefe dre fouge e skrivas diwezatoc’h (15 a viz du 1872) d’an Aot. J. Salaün : « N’em eus ket karet a bell ar Barzaz-Breiz ; troet em eus al lodenn vrasa eus al leor-ze e gwerziou gallek… (L’Electeur du Finistère, 20 a viz du 1872).

E kerz miz gwengolo 1854, eus Plouaret e-lec’h m’oa deuet da dremen an ehan-skol, An Uhel a c’houlennas digant ar ministr eur c’honje betek divez ar bloaz-skol 1855, abalamour m’oa klanv, emezan. Nemet eun digarez n’oa ken : chom pelloc’h e Pontoise ne blije ket d’ezan ; ne c’honee nemet 1.100 lur ar bloaz, hag ouspenn, marteze, feuket e oa dre n’en devoa ket bet eur respont mat da heul eul lizer skrivet d’ar ministr (Pontoise, 25 eost 1854) evit goulenn outan beza hanvet e Pariz da gelenner eur c’hlas izel en eul « lise » bennak. Roet e voe d’ezan ar c’honje a c’houlenne.

Tremen a reas e Keranborn ar pennad kenta eus e gonje. E keit-se ne chomas ket dibreder : en em lakaat a reas da zastum hon misteriou koz ha d’o studia, ar pez a dalvezo d’ezan diwezatoc’h evit skriva ar pennad a ’n em gav e penn al leor Santez Tryphina hag ar roue Arzur. Kenderc’hel a reas ivez da sevel gwerziou gallek. Pa gavas e oa fonnus awalc’h e hordenn, setu hen ha mont da Bariz evit êsa kas da benn e vennad : moula en eul leor eun dibab eus ar gwerziou-ze. Evit rei muioc’h a lans d’al leor-ze, e sonjas kaout skoazell digant Sainte-Beuve, eur barner-skridou brudet-tre d’ar mare-ze, met n’en devoe ket digantan ar sikour a c’hoantae. Sainte-Beuve, goude beza lennet piz ar gwerziou, ne gredas ket e oa enne eun danvez nevez, dispar, gouest da denna war an aozer sellou hag evez al lennerien, hag ec’h alias An Uhel da lezel e werziou diembann, da zistrei da rejant ha, ma felle d’ezan en em rei d’ar varzoniez, ober e ero e park Breiz-Izel.

An Uhel ne heulias ket penn-da-benn ha dioustu an aliou fur roet d’ezan gant Sainte-Beuve. Distrei a reas koulskoude da Geranborn, rak ac’hane, ar 25 gouere 1855, e skrive d’ar ministr evit goulenn digantan eur garg a rejant a glas izel, pe e Pariz pe en eur rann-vro bennak, met dreist-holl e Roazon. E c’houlenn e reas skoazella gant Sainte-Beuve ha gant an aotrounez Laferrière, enseller-meur an Deskadurez, ha Viktor Foucher, an daou-man mignoned vras e eontr J.-M. Ar Huërou. E-lec’h heuilh aliou ar ministr, da lavaret eo, skriva da benn-rener an Akademi ma c’hoantae beza hanvet enni da rejant, An Uhel a skrivas adarre d’ar ministr an 23 a viz here : eus Plougerneve eo deiziadet al lizer, rak eno e oa êt da dremen eur miz bennak e ti e c’hoar hena Katel, a zalc’he er barrez-ze, gant he fried Clec’h, an douarou staget ouz maner Koad-Tugdual.

An 12 a viz du 1855, ar ministr a sine d’An Uhel eur c’honje nevez « de disponibilité » (er-mêz a garg). An Uhel, chifet, a zistroas da Bariz e diwez miz kerzu hag a reas moula e leor gwerziou gallek, Les Chants de l’Epée. Al leor-man, embannet gar An Uhel e-unan, — o chom neuze 17, ru Lamartine, — a zeuas a-zindan ar wask en deiziou diweza eus miz c’houevrer 1856 ; n’en devoe na brud na gwerz ebet, daoust m’en devoa an aozer kinniget pep gwerz d’eun den brudet bennak eus Bro-C’hall.

Prestik goude, e kavomp en eur gelaouenn sizunveziek moulet e Pariz, L’Aigle (niverenn an 13 ebrel), eur werz c’hallek sinet « L’auteur des Chants de l’Epée, An Uhel », ha deiziadet : Pariz, 16 meurz 1856. Er memes kelaouenn e kavomp c’hoaz meur a werz pe son sinet, breman, eus e hano e galleg (Luzel), diou studiadenn, unan war « Machiavel », eben war « Shakspeare et Voltaire », hag ivez eun danevell, Jenovefa Rozgwenn [15].

Epad ar bloaveziou 1856 ha 1857 ma chomas er gêr-benn, An Uhel a zarempredas, — hervez Anatol Ar Braz ha J. Loth, — ar skrivagnerien brudet Th. Gautier, Ch. Baudelaire, H. Murger ha Gérard de Nerval. Ne seblant ket o defe ar skrivagnerien-ze pouezet kalz pe nebeud war spered An Uhel, nemet marteze an hini diwezan, dre ma reas anaout d’hon c’henvrôad gwerziou ar bobl hag al « lieder » eus an Alamagn. Ober a reas An Uhel eur veaj war-zu ar Rhen, e-kerz miz gouere hag eost 1857, rak eus Haguenau eo deiziadet danvez eur romantig Arzur Menguy, hon eus kavet en e baperou ; n’ouzomp ket hag eo bet moulet en eur gelaouenn bennak eus Pariz.

E yalc’h [16], evit doare, o veza deuet treutoc’h-treuta, An Uhel a reas e sonj da skriva da benn-rener Akademi Roazon evit goulenn digantan eur plas bennak pe a rejant pe a vestr-studi. Digemeret mat e voe e c’houlenn, rak an 11 a viz c’houevrer 1858 e kavomp anezan mestr-studi e « lise » an Naoned : er garg-ze e chomas betek an 3 a viz here. Etretant, ar 14 a viz gouere, e c’houlenn, eur wech c’hoaz, digant ministr an Deskadurez, rei d’ezan eur gefridi evit dastum e Breiz-Izel gwerziou ha soniou ar bobl : respont talvoudus ebet evitan n’en devoe. Epad ma chomas e Naoned, An Uhel a savas e genta gwerziou e brezoneg : Stourmad Sant-Cast ha Maro Barz Breiz-Vihan (Brizeuk) a voe embannet prestik goude e Revue de Bretagne et de Vendée. Seblantout a rê ’ta heuilh an aliou roet d’ezan gant Sainte-Beuve.

Sonjal a rê e vistri, — hervez o notennou, — rei d’ezan a-nevez eur plas a rejant en eur skolach bennak, pa guitaas An Uhel, an 3 a viz here, « lise » an Naoned, evit mont da Roazon. Kavet en devoa eno, gant skoazell ar prefed Feart, eur garg, nevez evitan, e bureoiou ar prefektur. Eno e reas anaoudegez gant A. Orain a laboure gantan er memes bureo [17]. Ret eo breman chom epad an deiz stag ouz eul labour a seblant d’ezan vean ha dizaour ; n’eus ken nemeur a amzer da redek war ar meaz. Keuz e tle kaout d’e vicher a gelenner, pe gentoc’h d’an ehan-skol, rak goude 18 miz tremenet e prefektur Roazon, e c’houlenn adarre eur plas a rejant.

Hanvet e voe, e miz here 1860, e skolach Kemper, ha karget d’ober ar 5vet klas. Miret a reas ar plas-se betek miz here 1862 [18]. Hervez notennou e vistri, ne seblante ket beza eur c’helenner dispar ha gwall-aketus gant e skolaerien. Met ar pez a zisplije ar muia d’ar vistri-ze eo ma taremprede An Uhel ofiserien rejimant Kemper ha mac’h embanne ivez gwerziou, e kelaouennou ar vro. Digareziou iskiz, a gav d’eomp breman, met awalc’h er mareou-ze evit beza diblaset. War ali penn-rener Akademi Roazon d’ar ministr (Roazon, 1 gouere 1862), An Uhel a voe hanvet, — war ziskar, — e miz here, e skolach Landerne, evel rejant ar 7vet hag an 8vet klas. Ne fellas ket d’ezan mont da Landerne ha, war an taol, An Uhel, droug bras ennan, a sonjas rei e zilez ha kas da stoupa Ministr ha Deskadurez ; met ne reas ket, gwell a ze d’ezan.

Chom a reas e Kemper, o veva diwar e goust, hag en em roas d’ar studi brezonek, a blije kement d’e spered : danzen a reas mouladur ar mister koz Santez Tryphina hag ar roue Arzur. Sikouret e voe en e labour gant an abad Herry, aluzenner e Kemperle. Al leor-ze, moulet e 1863 gant unan eus e vignoned, Th. Clairet, mouler e Kemperle, a goustas d’an Uhel 1.100 lur [19]. Hervez A. Ar Braz (Théâtre Celtique, p. 159), ar mizou-ze a voe kemeret war an arc’hant arboellet gant Uhel diwar ar gopr dister (1.400 lur ar bloaz) a c’honee evel rejant e Kemper. Kentoc’h e voe, a gav d’eomp, war an arc’hant deuet d’ezan a-ziwarlerc’h e dad, maro e Plouaret ar 17 gwengolo 1860. An Uhel a skrivas evit al leor-ze eur c’hentskrid talvoudus bras diwar-benn istor hon teatr koz ; an abad Herry a gempennas eun tamm re vrao danvez ar mister koz [20] a voe troet e galleg gant An Uhel.

Goude al labour tenn-ze, An Uhel a zistroas da Geranborn. Eun nebeud miziou goude (miz du 1863), e c’houlennas digant ministr an Deskadurez beza karget da zastum e Breiz-Izel ar misteriou koz a ’n em gave etouez ar bobl. Abaoe bloaz 1845, n’oa ket ar wech kenta e rê eun hevelep goulenn, met, evit doare, dre m’oa bet gwall dreut e zastumadenn genta, ne voe roet hini ebet d’ezan da heul e lizerou ar 26 mezeven hag ar 15 eost 1846, ar 15 gouere 1847, ar 1a eost 1849, ar 14 gouere 1858. Ar wech-man, skoazellet gant e vignon Renan, en devoe e gefridi sinet, an 8 a viz genver 1864, gant ar ministr V. Duruy : karget e voe da zastum e departamant Aochou-an-Hanternoz, ar misteriou kopiet pe ar re voulet. E tri lizer, chomet diembann (12 meurz, 12 ebrel, 20 mae 1864), e rentas kont d’ar ministr eus e labour. Founnus e oa e eost, ar wech-man, rak en e drede lizer e skrive e kase 34 mister koz kopiet ha 4 leor [21]. Kontant e voe ar ministr, rak eur gefridi all, henvel, a voe roet d’An Uhel, an 19 a viz kerzu 1864, e departamanchou Penn-ar-Bed hag ar Morbihan : ar memes gopr — 1.200 lur — en devoe evit ober e droiou ha prena ar misteriou hag al leoriou.

O vont hag o tont a-dreuz meaziou Breiz-Izel, dreist-holl e Bro-Dreger hag e Bro-Leon ha Kerne, An Uhel n’ankouae ket dastum gwerziou ha soniou ar bobl, rak en sonj ’oa, a-benn neuze, embann diwezatoc’h eul leor pe zaou eus ar gwerziou hag ar soniou-ze.

Met araok kas da benn ar mennad-ze, ober a reas moula, e Montroulez, e ti J. Hasle, eul leor, ennan ar soniou hag ar gwerziou en devoa savet e-unan. Bepred Breizad, al leor-ze, a zeuas a-zindan ar wask e 1865.

Achu gantan e drede gefridi, An Uhel a yeas da skolach an Oriant, evel rejant ar 7vet klas : hanvet e oa bet eno ar 7 a viz here 1864. Er stad-ze e chomas betek ehan-skol bras 1868, hep en em rei gant kalz a aked d’e vicher, hervez notennou e vistri. Re drôet ’oa e spered war ar brezoneg hag e lizeradur, hag ouspenn, tremen a rê e amzer o kopia ar gwerziou en devoa dastumet etouez ar bobl. Gant miz here 1867, e lakeas moula e ti Corfmat, leorier ha mouler en Oriant, al leor kenta eus Gwerziou Breiz-Izel. Embannet dre rummadou, — seiz pe eiz, — al leor a voe peurvoulet e miz gouere pe eost 1868 : moulet e voe 1.000 leor ha dek all ouspenn war baper roz. Evel al leoriou all embannet gant An Uhel, heman ne voe ket gwerzet mat. Eur brezel dre zindan a voe grêt d’al leor ha d’an aozer : darn a damalle d’ezan stourm ouz Kervarker ; darn all beza embannet en e leor gwerziou a-eneb d’an dud a iliz.

An 20 a viz here 1868, An Uhel, da heul e c’houlenn harpet eur wech c’hoaz gant Renan, a voe karget gant ministr an Deskadurez, V. Duruy, da « zastum e Breiz an testeniou dre skrid pe dre gomz a c’hell talvezout d’an istor, d’al lizeregez (philologie), d’an doueedoniez (mythologie) e-kenver ar poblou keltiek ». Laouen hag evurus e voe An Uhel o kuitaat e vicher a rejant ne blije ket nemeur d’ezan ; breman eo e vestr hag e c’hell beva digabestr. En em lakaat a reas da zastum kontadennou ar bobl, hag ivez, pa gave an tu, gwerziou ha soniou, rak e sonj ’oa embann adarre eul leor all pe zaou a werziou hag a soniou Breiz-Izel.

O vont hag o tont aman hag a-hont dre Vreiz-Izel, evel ar Boudedeo [22], e c’hoarveze a-wechou gantan gwall-reuz : bale dindan ar glao, an erc’h, dre henchou fall ; kousket en ostaliriou dister, alïes e gweleou leun a c’hoen, pe klevet epad an noz tud mezo oc’h ober jolori, o tirezoni pe o kana traou sot e galleg-saoud ; chom hep kavout lojeiz ha ret d’ezan kousket en hotel ar steredenn », evel ma tigouezas gantan eun nozvez hanv e Kimerc’h [23]. An Uhel a gemere an holl draou-ze war an tu mat, hag antronoz, goude beza savet eur son bennak, e kendalc’he gant e hent, drant ha seder. Epad ar bloaveziou 1868-1870, e tastumas eun eost founnus, dreist-holl e Bro-Dreger : 18 kontadenn er bloaz 1868 ; 52 e 1869 ; 16 e 1870, ha marteze ouspenn. Renta ’reas kont eus e zastumadenn d’ar ministr e pemp lizer bet embannet e Archives des Missions scientifiques et littéraires.

Abaoe ma tastume kontadennou, An Uhel a sonje embann eur re bennak. En deiziou kenta a viz mae 1870, e voe laket e gwerz eul leorig Contes Bretons (ne voe moulet nemet 300 leor, e ti Th. Clairet e Kemperle), ennan c’houec’h kontadenn, darn e galleg, darn e brezoneg : diou anê a oa diembann ; ar peder all a oa bet moulet war gazetenn ar Publicateur du Finistère (Kemperle), adalek ar 25 a viz du 1869 betek an 9 a viz ebrel 1870. Al leorig-ze, hervez lavar an aozer, n’oa nemet evit rei d’al lennerien eun tanva eus e eost ha diskouez d’eze penaos e rê hag ec’h intente e labour.

Epad ar brezel etre Bro-C’hall hag ar Prus (1870-1871), An Uhel, chomet e Breiz-Izel, a savas meur a werz e brezoneg evit kennerzi e genvroïdi : darn a voe moulet er gazetennou aman hag a-hont, darn all war feilhennou distag.

Achu ar brezel, An Uhel en em lakaas adarre da zastum kontadennou : abaoe 1868, e gefridi a oa bet adnevezet bloaz ha bloaz, hag a vo, betek 1873. Sonjal a ra bepred en e eil leor a Werziou Breiz-Izel, rak prest ’oa e dourn-skrid, met ne gaso e vennad da benn nemet e miz mezeven 1873.

E miz gouere 1872, Breuriez Breiz (l’Association Bretonne), nevez adsavet, a dlee kaout eur c’hendalc’h e Sant-Brieg. Etouez al labouriou da ober, merket war ar roll [24], en em gave heman : « Ober istor gwirion gwerziou ar bobl e Breiz-Izel, bete vreman. » An Uhel a gredas e oa bet laket al labour-ze war ar roll evit ma stagfe gantan, hag e skrivas e bennad De l’authenticité des chants du Barzaz-Breiz. Lenn a reas e labour ar 5 gouere. Trouz ha tabut a savas : eur re ’oa a-du gant Kervarker ; re all gant An Uhel. ’Benn ar fin, e voe divizet ne vije ket embannet ar pennad-labour-ze gant al labouriou all lennet epad ar c’hendalc’h, hag An Uhel a reas moula [25] anezan en eul leorig e ti Guyon, mouler e Sant-Brieg (1872).

E miz mezeven 1873, e reas marc’had gant Corfmat mab, mouler en Oriant, da embann e eil leor a Werziou Breiz-Izel. Gant miz here, o welet n’ee ket al labour-moula buan awalc’h en-dro, e teuas da chom d’an Oriant, evit rei eun tamm lans d’ar mouler ; al leor a zeuas a-zindan ar wask e deiou diweza miz meurz 1874 : ne voe moulet, ar wech-man, nemet 500 leor, e-lec’h 1.000 evel ma oa bet grêt gant an hini kenta.

O veza ne felle ken d’ezan goulenn ma vije adnevezet e gefridi, nag ivez mont da rejant en eur skolach bennak, marteze pell diouz Breiz-Izel, An Uhel, hep micher ebet, a zigemeras ar plas a c’hazetenner republikan [26] a voe kinniget d’ezan e Montroulez. Eus an Oriant (29 a viz kerzu 1873), e skrivas d’eur mignon, an Aot. Allier, d’ar mare-ze kelenner e skolach Montroulez, da lavaret d’ezan penaos ec’h intente eur gazetenn vrezonek grêt evit ar bobl. Siouaz ! pa voe rener ar gazetenn-ze, adalek miz ebrel 1874, ne gavas ket an tu da gas da benn ar menoziou-ze, poellek ha fur, rak ar politikerien, perc’henned ar gazetenn, ne c’hoantaent ober nemet politik, hag eur politik a-eneb d’ar vonarchisted ha d’an dud a iliz. D’An Uhel, hep micher ebet, e voe ret plega. Koulskoude, daoust d’al labour-ze, divlaz evitan, n’ankouaas ket e studi war al lizeradur breton hag, eur wech an amzer, ec’h embannas eul labour bennak, en o zouez ar Veillées Bretonnes, bet dastumet goude en eul leor (1879) [27].

Dre ma tremene an amzer, ar politik hag ar vicher-ze a zisplije muioc’h-mui d’An Uhel ha, pa gavas an tu, e c’houlennas eur garg a varner a beoc’h, dreist-holl e Plouaret, evit gallout kenderc’hel da zastum kontadennou ha gwerziou. Ober a reas skoazella e c’houlenn gant an depute Hemon, eur mignon d’ezan. Hep keuz eta e kuitaas e vicher a c’hazetenner pa voe hanvet da varner a beoc’h [28] e Daoulas, an 3 a viz gwengolo 1880. Met d’an Aotrou Loeiz Hemon e felle gwelet An Uhel beza hanvet e Kemper da virer an diellou, er garg chomet goullo war-lerc’h maro R.-F. Ar Men [29]. An Uhel, hag a zante n’oa ket gouiziek awalc’h evit kemer ar plas kinniget d’ezan, a refuzas hag a yeas da Zaoulas. Met kement e pouezas warnan an depute, ma skrivas eul lizer da c’houlenn ar garg ; skoazellet gant an aotrou Loeiz Hemon hag ar prefed, e voe hanvet an 21 a viz genver 1881, evit êsa [30], rak n’en doa diplom ebet a zieller. D’e vicher nevez en em roas gant aked : lakaat urz er paperou koz lezet digempenn gant an dieller en e raok, reiza ha renka ar re all, ober roll an diellou a oa chomet re warlerc’h.

E diwez 1881, e voe laket e gwerz, e Pariz, daou leor Légendes chrétiennes de la Basse-Bretagne, ennê eul lodenn vras eus ar c’hontadennou dastumet gant an Uhel. Marc’had en doa grêt heman, epad m’oa c’hoaz e Daoulas, — n’eo ket hep bec’h avad, — gant an embanner-leoriou Th. Maisonneuve. Tri leor all kontadennou a voe moulet diwezatoc’h gant ar memes embanner, e 1887 Contes populaires de Basse-Bretagne. Ker puilh e oa bet eost An Uhel, ma chomas gantan, en e gaïerou, meur a gontadenn all. O embann a reas aman hag a-hont, er gazetennou, er c’helaouennou-kelc’h, dreist-holl en hini Breuriez « archéologique » Penn-ar-Bed [31]. Er gelaouenn-man e reas moula ivez, e 1889, eur mister koz, Buez Sant Gwennole, abad ; goude, e voe laket e gwerz 125 leor hepken anezan.

Anatol Ar Braz, hanvet da gelenner e « lise » Kemper, e miz gwengolo 1886, a reas anaoudegez gant An Uhel, kerkent m’arruas er gêr-ze [32]. Dioustu e teujont da veza mignoned vras, rak o-daou o devoa ar memes karantez evit kanaouennou ar bobl. An Uhel a gemeras Ar Braz da genlabourer evit al leor Soniou a c’hoantae bepred ober moula. Evit pinvidikaat an eost o doa dastumet, pep-hini diouz e du, e rejont eun dro a-gevret (gwengolo-here 1888). Goude e stagjont gant dourn-skrid al leor Soniou Breiz-Izel : ouspenn troïdigez meur a son, Ar Braz a reas, e galleg, eur c’hent-skrid talvoudus-tre, evit al leor, a voe embannet e ti Bouillon, embanner-leoriou e Pariz (1890 ha 1891).

E miz genver 1890, e voe roet d’An Uhel ar groaz a enor [33]. Chom a reas dizeblant dirak an enor-ze, daoust ma oa dleet d’ezan, evit e leoriou bet kurunet an eil war-lerc’h egile gant an « Institut » ; evit e oberou all talvoudus bras d’al lizeradur breton, hag evit e vuhez gouestlet holl da glask kanaouennou ha kontadennou hon bro Breiz-Izel. An 20 a viz genver, e skriv d’e vignon Gaidoz en devoa kaset d’ezan e c’hourc’hemennou : « Ho trugarekaat a ran evit ho kourc’hemennou. Lavaret em eus d’eoc’h e oa an dra-ze gwall zister evidon ; n’em eus ket grêt ha n’em bije grêt morse eur goulenn na dre skrid na dre c’her. An aotrounez Hemon [34] ha Renan o deus kaset ar gefridi en-dro. Ne zougan ket c’hoaz ar seizenn ; met enseller an Akademi ha, war e lerc’h, ar prefed, o deus lavaret d’in e oa ret d’in he dougen. He dougen a rin ar miz a zeu, met anzav a ran d’eoc’h en em gavan eun tamm diês. »

Lavaret hon eus en doa c’hoaz An Uhel kontadennou chomet diembann en e gaïerou. War-dro 1892, H. Caillière, embanner-leoriou e Roazon, a c’hoantaas moula eul leor a gontadennou dastumet gant An Uhel ; heman a roas d’ezan eun dourn-skrid, ennan ugent kontadenn. Hogen H. Caillière, e stal o veza eat da stalig ha prestik goude da get, n’hellas ket kas da benn e venoz, hag al leor ne voe ket embannet. Diwezatoc’h, goude maro An Uhel, A. Ar Braz a reas moula en eul leorig pemp kontadenn tennet eus an dourn-skrid-ze : Contes et légendes des Bretons-Armoricains, e ti H. Gautier, embanner-leoriou e Pariz (4 genver 1896).

Gant Soniou Breiz-Izel, An Uhel en doa kaset e ero da benn : embannet en doa an darnvuian eus ar gwerziou, ar soniou hag ar c’hontadennou dastumet gantan [35]. Gallout a rê ’ta lakaat ar vourell war an ibilh, evel ma rêr d’ar marc’h distro eus ar park. Koulskoude ne reas ket ; ne felle ket d’ezan chom dilabour, hag epad e nozveziou, — daoust d’e zaoulagad da veza deut gant an oad kizidik ha tener, dre forz lenn diellou koz hag ivez beilha, — e stagas gant eul labour all : war ali an Aotrou de la Borderie, en em lakaas da ziskriva ar mister koz Louis Ennius, evit e voula diwezatoc’h en eur gelaouenn bennak. N’oa ket achu al labour-ze pa varvas [36]. Ha neuze, c’hoant en doa ivez d’ober moula ar gwerziou hag ar soniou savet gantan e-unan, hag embannet aman hag a-hont er gazetennou hag er c’helaouennou : al leor-ze a vije bet eur par d’al leor Bepred Breizad. Epad ar goanv 1893-1894, e reas an dourn-skrid. Ne gavas ket eun embanner-leoriou da gemer frejou al leor war e gont, ha ne gendalc’has ket gant ar mennad-ze [37].

D’e vignon Gaidoz, a c’houlenne digantan pegoulz e kemerje e retred, evit beva neuze evel m’en dije c’hoant, An Uhel a respontas an 18 a viz here 1893 : « E dibenn ar bloaz a zeu, ha marteze araok. » N’ouzomp ket perak ne reas ket : marteze keuz da guitaat Kemper ha dilezel an nebeud a vignoned en doa eno ; marteze diegi da zianneza evit distrei da Blouaret, e barrez c’hinidik, e-kichen e vreudeur hag e c’hoarezed ; marteze aoun da gaout eur bansion gwall dreut ; marteze an holl draou-ze ; marteze ivez, dre ma oa maro, nevez zo, an den o oa dindanan, e felle d’ezan gortoz ma vije an den nevez akuit awalc’h war ar vicher ha barrek da c’houzout an ardremez hag al labour. Chom a reas ’ta dieller betek e varo.

Mervel a reas e Kemper ar 26 a viz c’houevrer 1895 ; sakramantet e voe gant an abad Abgrall, e genvreur er Vreuriez « archéologique ». Goude e obidou lidet en iliz-veur Sant-Kaourintin, e gorf a voe douaret e bered Sant-Jozef Kemper. Dirak ar bez, eur ger bennak a voe lavaret gant A. Paban hag A. Ar Braz. Eun dek vloaz goude, pe war-dro, — dre aked e c’hoarezed, e vreudeur hag e niz an Aotr. Paol An Uhel, — e relegou a voe kaset da vered nevez Plouaret : emaint aze etouez re e gerent.

An 2 a viz gwengolo 1906, e voe savet d’An Uhel, war leur-gêr Plouaret, eur skeudenn arem, henvel-beo outan : war ar sijenn-vaen kizellet eo bet engravet penn-da-benn roll e leoriou. Goueliou eus ar c’haeran a voe grêt an deiz-se. An dud diredet a-vern a bep korn ar vro a glevas prezegerien helavar oc’h ober meuleudi ar barz hag an dastumer kontadennou ha gwerziou a voe anezan. Ar Varzed Ch. Rolland, T. Ar Garrek, Jaffrennou-Taldir a unanas o mouez gante hag a lavaras barzonegou o doa savet e brezoneg en enor da unan eus o re. — An deiz war-lerc’h, e voe eun adpardon e Keranborn. Eun hanter-kant den bennak a oa deut d’en em voda en-dro d’A. Ar Braz, ar « pardoner », c’hoant d’ezo da welet, — pe da adwelet, — ti ginidik An Uhel hag ar biojaou, ha da sellet ouz ar plak e mean-marbr staget, nevez-zo, ouz moger an ti, a-us d’an nor. A. Ar Braz a reas eun tamm kôzeadenn c’houek, evel ma ouie ober, evit rei da anaout pegement e pouezas Keranborn war oberou An Uhel ; hag evit diskouez ar garantez dreist a zouge ar barz da Geranborn, e reas lenn, kentoc’h distaga, gant Ch. Rolland, ar werz savet en he enor, e miz gwengolo 1890. Ha neuze Marc’harid Fulup a ganas, evit an holl bodet endro d’ezi, meur a werz he doa kanet gwechall, en he yaouankiz, d’An Uhel : eun dudi ’voe he c’hlevet. War he lerc’h, Soazig Prigent, merc’h da Gato Guyader, eur ganerez all d’An Uhel, a ganas ivez eur ganaouenn goz. Ar gouel bihan-man, sempl ha didro, en dije plijet kalz d’ar barz, enebour d’ar goueliou leun a drouz hag a dabut.

Ken berr ha m’eo kontet, setu aze, a gav d’eomp, buhez An Uhel gwelet evel m’eman.

Tôlet ha distôlet gant ar bed, studier e Pariz, rejant aman hag ahont, dieller e Kemper, e pep lec’h eo ’n em diskouezet gant e natur, e blegiou a Vreton. Forz pegoulz na pelec’h, ne labouras, e gwirione, nemet war dachenn Breiz.

An taoliou-êsa grêt gantan evit toulla a-ziavêz d’e vro, ne dalvezont ket da galz a dra.

An harp en deus bet kavet war e hent, ha ne deuas ket d’ezan en abeg d’e vro ha ’vit e vro ?

Daoust ha ne c’hoarvez ket memez tra gantan hirie ? An envor anezan a bado keit ha ma vo sonj, nann eus al levr Les Chants de l’Epée, met eus ar Soniou, Gwerziou ha Kontadennou ; keit ha ma vo sonj eus al levr Bepred Breizad.

Arabat klask pelloc’h an diverra eus e vuhez. Setu hen aze en eur ger : Bepred Breizad.

Setu ar gourc’hemenn a strink eus e holl vuhez. Setu ar gomz a denno d’ezan grasou mat kement Breton a dremeno dirak e sijenn, e kichenn iliz Plouaret : Bepred Breizad ! Bez bepred Breizad !

J. O.


P.-S. — L. Ar Guennec — Doue d’e bardono ! — hag a blije kement d’ezan oberou An Uhel, en doa roet d’eomp da anaout e oa miret e leordi ti-kêr Kemper daou dourn-skrid, enne kontadennou diskrivet gant ar barz e-unan. Dre e vadelez hon eus gallet diskriva ar c’hontadennou-ze-holl. — Ar re a zo aman warlerc’h a zo tennet, — nemet unan, An daou dort — diouz an daou dournskrid-ze.

N’eo ket bet heuliet penn-da-benn doare-skriva An Uhel, re alies dishenvel : heuliet hon eus doare-skriva an Emgleo. — Evit ar geriou, n’hon eus chenchet nemet eur c’houec’h pe seiz bennak, evit lakaat en o lec’h geriou brezonek rik.


————
  1. — Araok displega penn-da-benn buhez An Uhel, ret eo d’eomp lavaret n’hon eus ket gallet, daoust d’eun enklask hir ha piz, anaout tra ebet war meur a boent anezi. Gwelloc’h eo, a gav d’eomp, lavaret n’ouzomp ket, eget lavaret traou diazezet war netra, evel ma tigouez, — re alïes, siouaz ! — gant hiniennou pa zisplegont buhez skrivagnerien hon bro. — Talvoudus bras eo bet d’eomp, evit ober hon labour, ar pennadou niverus skrivet war An Uhel hag e oberou, met eun dra a-bouez eo bet evidomp gallout furchal en diou baperenn (dossiers) miret e Pariz, en Diellou broadel : unan diwar-benn an amzer tremenet gant an Uhel en Deskadurez ; eben diwar-benn e gefridiou (missions) e Breiz-Izel.
  2. — Hervez kaïer ti-kêr Plouaret, bloavez 1821. Kavout a reer meur a zeiz all er pennadou skrivet war An Uhel ; hen e-unan, en e « Notices individuelles » pa oa « rejant » pe mestr-studi, a verke e oa ganet an 21 a viz mezeven.
  3. — « Ar stêr vihan », e leor Ma C’horn-bro.
  4. — Evelse e veze hanvet gant e gerent hag e gamaraded.
  5. — Sellit ouz : Une Veillée bretonne au manoir de Keramborgn (Chants de l’Epée, p. 81-95) ; — La Veillée de Noël (Revue de Bretagne et de Vendée, kerzu 1861, p. 430-437); — Alan Kourio (Le Conteur breton, 30 mezeven 1886, p. 275-278, hag ivez e Légendes chrétiennes, II, p. 329-374) ; — Le jour des Morts en Bretagne (L’Echo de Morlaix, 4 du 1874 ; dindan al leshano a Fanch Ar Moal) ; — Veillée de Noël. Apparitions et revenants (Le Morlaisien, 19, 22, 26, 29 kerzu 1877 ; 5 genver 1878) ; — Veillées bretonnes (leor in-18, 292 p. ; Montroulez, J. Mauger ; 1879), bet embannet da genta e Le Morlaisien, 16 du 1878 — 5 c’houevrer 1879, hag e L’Avenir de Morlaix, 8 c’houevrer — 19 ebrel 1879 ; — Une Veillée de Noël en Basse-Bretagne (Revue illustrée de Bretagne et d’Anjou, 1 genver 1888, p. 49-52) ; — Une Veillée bretonne en 1836 (An Oaled, 1934, niverenn 48, p. 134-146)
  6. — Keranborn, d’ar mare-ze, a oa eul lodenn eus Plouaret. Diwezatoc’h, er bloaz 1860 (evit an iliz) hag er bloaz 1866 (evit an ti-kêr), e voe distaget diouz Plouaret, evit ober, gant eun nebeud a lec’hiou all, eur barrez nevez, ar C’hoz-Varc’had pe ar C’houerc’hed (eul lodenn vras ivez eus Plouaret).
  7. — Ar re a fell d’ezo gouzout muioc’h war amzer-skol An Uhel e Plouaret, n’o devo nemet lenn al lodenn genta (Skolig al louarn) eus an envorennou — Henora Lestrézec — en deus embannet e Revue de Bretagne et de Vendée (genver, c’houevrer, meurz 1864), hag embannet a-nevez e Buhez Breiz (mezeven, gouere, gwengolo, du 1924).
  8. — Ar Stêr vihan, e leor Ma C’horn-bro.
  9. — Dourn-skrid ar Veillées Bretonnes, p. 10 (Leordi ti-kêr Roazon, paperou An Uhel).
  10. — An Uhel a lavar (Dourn-skrid ar « Veillées brotonnes », p. 10), e chomas e Keranborn da zanzen e « vaccalauréat » epad ar bloavez 1842. Fazia ’ra rak eul lizer skrivet d’ezan gant e eontr Ar Huërou (timbr ar post a verk : Roazon, 13 a viz c’houevrer 1842) a ro d’ezan da c’houzout n’eo ket c’hoaz arruet e barchimin. Hag ouspenn, evit aoza skol Medinerez Brest, e oa ret beza bacheler.
  11. — En e lizer d’ar ministr (28 a viz 1856) e skrive : « Va c’herent n’int ket pinvidik, ha va stad e Pariz a zo gwall zister. »
  12. Le Théâtre Celtique, p. 157.
  13. — Diskleria ’ra en e lizer d’an elektourien (Dinam. 27 ebrel 1849) ez eo republikan ; ne gav ket d’eomp e vefe bet, d’ar mare-ze eus e vuhez, gwall doun en e spered e venoziou republikan. Sellit ouz an notenn 26.
  14. — En o zouez, Kroaz an hent, embannet diwezatoc’h, hep hano ebet, er gelaouenn Le Conteur breton (Roazon), 26 c’houevrer 1865, p. 94.
  15. — Embannet diwezatoc’h e Revue de Bretagne et de Vendée (genver-meurz 1864), dindan an hano a Henora Lestrézec nemet eo dishenvel-tre an eil lodenn, adskrivet ma ’z eo bet etretant gant An Uhel.
  16. — Ma c’hellas An Uhel beva keit-se e Pariz, rak ne c’honeas netra gant e vicher a skrivagner, eo, a gav d’eomp, gant an arc’hant en devoa espernet, met kentoc’h gant an arc’hant en devoa bet a-ziwarlerc’h e vamm, maro ar 15 a viz mae 1853.
  17. — Heman, A. Orain, a raio diwezatoc’h, e departamant an Ill-ha-Vilen, al labour a reas An Uhel e Breiz-Izel : dastum soniou ha kontadennou ar bobl. E eost a vo fonnus evel hini e vignon.
  18. — E 1861, An Uhel a voe digemeret e « Breuriez Breiz », renet gant aozer ar Barzaz-Breiz ; roet e voe d’ezan eun diplom hag an hano a « Varz Treger ». Diwezatoc’h, e 1870 (a gredomp), An Uhel a roas an diplom-ze d’e vignon Gaidoz, evel eun dra kurius ha dibaot. Kavet eo bet etouez paperiou an aot. Gaidoz, goude e varo, (1a ebrel 1932), gant an aotrou Staude, en deus bet ar vadelez d’e rei d’eomp. Dre n’ez eus nemeur a zen oc’h anaout an diplom-ze, e tiskrivomp e denor penn-da-benn.

    « Breuriez Breiz.

    « Ni penn-sturier Breuriez Breiz-Izel, arc’hkelenner ar iez, marc’hek enn urz ann enor, hag ann dilerc’h ; da neb a lenno ar pez a zo aman warlerc’h, iec’hed, eurvad dreist pep tra, kaz ha kounnar ruz d’ar Brezonek mesket.
    Dre ma ez eo bet testeniet d’eomp gant tud wirion, eleiz anezho, diwarbenn ann Aotrou Ann Huel, Barz Treger, e oa hen eur prezeger diouz ann dibab, e teue ganthan, da bep ger, Brezonek mad, doareet c’houeg ha dic’hall a-grenn, evit ze e fell d’eomp lakaat anezhan etouez barzed ha Kenvreudeur Breiz, hag hel lakaat a reomp enn gwirionez dre al lizeriou-man, gant gourc’hemenni d’ann holl stoui d’ezhan e tu bennak ma valeo, kouls e kreiz leuriou kear evel enn henchou diwar ar meaz ; ha gant aon e teufe unan-bennak da dremen heb he ober war zigarez ne wie ket, kement-man a vezo embannet raktal, e pep korn euz Breiz, gant neb a zo ganthan karg a embannerez.
    Great e kastel Kemperle, ar c’henta deiz a viz even, er bloaz 1861.

    Ar Penn-Sturier, KERMARKER.
    T. R. eil str. »


    Ar geriou e lizerennou stouet a zo bet skrivet gant Kervarker ; ar re all a zo e lizerennou moulet. An diplom a zo bet « Moulet gant Ar Goffik, e Lanhuon ».
    Sellit ouz A. Ar Braz, Le Théâtre Celtique, p. 161-162.
  19. — Lizer An Uhel da E. Renan (Plouaret, 24 gwengolo 1865), embannet gant an aotrou P. Ar Roux (Annales de Bretagne, LX, 1933, p. 559).
  20. — Sellit ouz A. Ar Braz, Le Théâtre Celtique, p. 168-174.
  21. — Ar misteriou koz hag al leoriou-ze a voe roet gant ar ministr d’al Leordi broadel, e Pariz, e-lec’h ma c’hell an holl o studia.
  22. — Hanvet oa bet gant e vignoned Boudedeo Breiz-Izel.
  23. — Sellit ouz son : Hotel ar Steredenn en Meneïo Arre, e leor Ma C’horn-bro.
  24. — Kredi a reomp eo war ali an aotrou Anatol de Barthelemy, aozer gant an aotrou Geslin de Bourgogne eus al leor talvoudus bras : Eskoptiou Breiz.
  25. — An Aotrou David, Eskob Sant-Brieg, a alias An Uhel d’ober moula e bennad-labour, evel m’oa bet lennet hag hep ober trouc’h ebet (Lizer An Uhel d’e vignon Gaidoz : Plouaret, 11 gouere 1872).
  26. — En eul lizer skrivet d’an aotrou Gaidoz (Montroulez, 18 mezeven 1878). An Uhel a zigas da zonj d’e vignon penaos eo deut da veza republikan war-lerc’h an divizou o devoa bet, epad ar veaj a deir sizun a rejont o-daou (gwengolo-here 1872), dre meaziou Breiz-Izel, o vont eus eur gêr d’eben. An Aot. Gaidoz, gounezet, evel meur a zen yaouank gouiziek, d’ar menoziou republikan, a c’hounezas An Uhel. Araok, heman a oa bonapartist, evit doare : en e leor Chants de l’Epée en devoa meulet Napoleon III hag e vrezeliou ; kanet en devoa ar prins imperial nevez-c’hanet (L’Aigle, 15 mezeven 1856) ; grêt en devoa eun Arzur nevez eus an impalaer, pa zeuas heman d’ober eun dro e Breiz-Izel, er bloavez 1858. (Armor ou Napoleon III en Bretagne, gwerz embannet e 1864 hepken, met moulet e oa bet an droidigez c’hallek e 1858, e Journal d’Ille-et-Vilaine, 4 kerzu). Na vezomp ket souezet ; e Keranborn, An Uhel, epad e vugaleach hag e yaouankiz, en devoa klevet meuli Napoleon kenta hag e daoliou-kaer gant e dad, bet gwechall soudard e gward-a-enor an impalaer-ze, ha gant meur a valeer-bro a gave lojeiz er maner. — Ret eo lavaret ne reas ket a bolitikerez oberiant araok 1874, nemet marteze — ha c’hoaz ? — e 1849. Sellit ouz an notenn 13.
  27. — Moulet e voe 600 leor, met ne voe laket e gwerz nemet 500 anê ; ar c’hant all a voe miret gant An Uhel evit rei d’e vignoned. Al leor a goustas d’ezan 500 lur.
  28. — N’oa ket evit An Uhel ar wech kentan da c’hoantaat beza hanvet da varner a beoc’h. Kavet hon eus meneg a gement-se en eul lizer, hep deiz na bloaz, skrivet d’ezan o chom neuze e Pontoise, — da lavaret eo, etre 1851 ha 1854, — gant an aotrou V. Foucher, kuzulier e « Lez-terri-barnou », eur mignon, evel hon eus gwelet, da J.-M. Ar Huërou, eontr d’An Uhel. — Diwezatoc’h, e 1873, e reas eur goulenn all.
  29. — Ar Men hag An Uhel a voe, epad eur pennad, mignoned vras, met fachet e oant abaoe 1872 pe war-dro. Etouez paperou An Uhel en em gav eur c’hant lizer bennak skrivet d’ezan gant Ar Men, etre 1865 ha 1871.
  30. — Evit beza hanvet da vat (titularisé), e voe ret d’An Uhel tremen eun arnod war e vicher nevez. Tremen a reas, a gav d’eomp, an arnod-ze er goanv 1883-1884.
  31. — Oc’h arruout e Kemper, en doa laket e hano er vreuriez-ze. Eno en em gavas gant Kervarker, en doa gwall-dregaset e meur a bennad-skrid : ar peoc’h a renas etreze, evit mad ar Vreuriez hag ar Brezoneg.
  32. — O skriva e reas Anatol Ar Braz anaoudegez gant An Uhel, e Kemper, d’ar mare-ze, ne reomp nemet lavaret ar pez a gred an holl. Evidomp Ar Braz a anavezas An Uhel, epad e yaouankiz e Plouillo, elec’h ma oa mestr-skol e dad, Nikolaz Ar Braz. Re hir e vefe lavaret aman war betra e tiazezomp an dra-ze. — Ar Braz digemeret e Breuriez « archéologique » Penn-ar-Bed, ar yaou 28 a viz here 1886, en devoe evit kenta paeron An Uhel ; an eil a voe A. Paban, rener gazetenn Le Finistère.
  33. — Nebeud ha nebeud e oa deut an enoriou d’An Uhel : e miz kerzu 1872, e oa bet hanvet « membre correspondant de l’Institut » ; e miz ebrel 1873, e oa bet grêt « officier d’Académie » ; hag e miz ebrel 1879, « officier de l’Instruction publique ». An enoriou-ze ne rejont na tomm na yen d’ezan : o digemerout a reas ken dizeblant ha ma tigemeras ar groas a enor.
  34. — Loeiz Hemon, depute republikan Kemper, unan eus e wella mignoned, evel hon eus gwelet, ha Felix Hemon, breur da Loeiz, d’ar mareou-ze « chef du Cabinet » ministr an Deskadurez, hag a zeuio da veza diwezatoc’h enseller-meur. Lavaromp e oa bet heman skolaer gant An Uhel, pa oa rejant e skolach Kemper.
  35. — Meur a wech eo bet sikouret da zastum kontadennou, gwerziou ha soniou gant e c’hoar Perina (ganet e Keranborn an 28 a viz ebrel 1829 ha marvet e Plouaret an 30 a viz meurz 1915, oajet a 86 vloaz) (Sellit our Ch. Ar Goffik, L’Ame bretonne, eil leor, p. 42-47), dreist-holl adalek m’oa deuet da chom da Gemper ; n’en doa ken amzer d’en em rei d’al labour-ze nemet epad ar c’honje gwall verr en devoa bep bloaz e divez an hanv. Ar genlabourerez-ze, dispar, akuit, eo a zastumas, etre miz genver ha miz meurz 1890, ar c’hontadennou bet kontet gant Fanch Thepaut, mevel-boulonjer e Plouaret, met ginidik a Votsorhel, ar re ziweza embannet gant e vreur er Bulletin de la Société Archeologique du Finistère (1892, 1893 ha 1894), en Annales de Bretagne (1893 ha 1894), en Hermine (1893).
  36. — Ar mister-ze a zo bet embannet diwezatoc’h, er bloaz 1911, en eun doare dispar, gant hor mestr karet, an Aotrou G. Dottin.
  37. — Dourn-skrid An Uhel a ’n em gav breman e leordi ti-kear Roazon. Eun dibab hon eus grêt ennan ha, gant eur re bennak all, hon eus savet eul leor, Ma C’horn-bro a zeuio, hep dale pell, a-zindan ar wask.