Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel/Mab an hini goz pe Roue ar pesked
Eur wech e oa,’vel ma lârer atao,
Pa vez c’hoant da gonta eur gaozig vihan vrao.
Eur wech e oa eur pesketaer koz hag en devoa teir verc’h hag eur paotr. Paour ’oa, ha n’en devoa, evit beva, hen hag e re, nemet ar pezig a denne eus ar pesked a dape. Bemdez ec’h ee da besketa d’ar mor gant e vag vihan. Dont a eure da vervel, hag ar mab ac’h ee neuze bemdez da besketa e-lec’h e dad evit maga e vamm hag e deir c’hoar. Met allaz ! yaouankik ’oa c’hoaz, didalvez ha diwezat ivez eun tammig, ha ne dape kazi netra. Ma oa dienez en tiegez, mui eget biskoaz, hag e teujont da veza gwall-baour.
Pa zistroe d’ar gêr hep netra, — ar pez a c’hoarveze alies, — e veze e c’hoarezed o c’hoari warnezan :
— Didalvez ! genaoueg ! hon lezel a ri da vervel gant an naoun ! Ha bep beure, a-raok ma vije savet an heol :
— Alo ! lanchore, sav buan ! Kerz da glask peadra da leina !
Mont a rê ar paotrig kêz, alies hep beza debret tamm. Poania
a rê eus e wella, met, allaz ! ne dape kazi netra bepred. Ma oa
reuzeudik a-walc’h.
Eun deiz dreist ar re all, e tapas eur pesk kaer, alaouret holl hag evel n’en devoa gwelet biskoaz.
— Va zaolit ’barz ar mor ! a lavaras ar pesk d’ezan.
— Petra ! eme ar paotr, souezet mat, c’houi a gomz ?
— Ya ’vat. Met va zaolit ’barz ar mor, pa lavaran d’ec’h.
— Hola ! hola ! re a vuhez fall am eus, pell ’zo, gant va c’hoarezed, ha hirio, p’am eus tapet eur pesk ken kaer, ne vin ket diot a-walc’h evit hen teurel ’barz ar mor.
— Va zaolit ’barz ar mor, a lavaran d’ec’h c’hoaz eur wech, ha n’en em gavfet ket gwaz a ze… Me eo roue ar pesked, ha, mar va laoskit da vont, me ho lakaio da dapout bemdez kement ha ma karfet a besked.
Teurel a reas ar pesk ’barz ar mor. Heman a savas e benn war-c’horre an dour, hag a lavaras :
— Va bennoz d’it !… Me ’dalvezo d’it kement-man. Lavar d’az c’hoarezed penaos, a-benn eun deiz hag eur bloaz, e teuio tri roue d’o eureuji, roue ar pesked, roue al loened pevar-zroadek, ha roue an holl lapoused-nij.
P’en devoe komzet er giz-ze, ar pesk a yeas kuit, hag ar paotr a chomas pell souezet mat, ha digor e c’henou gantan. Pa zistroas d’ar gêr, setu e c’hoarezed da c’hoari warnan :
— Netra adarre !… Da betra out-te mat ivez ’ta ?…
— Tapet em oa eur pesk eus ar c’haera, ha ’vel ma ’z eo en em laket da gomz ouzin, em eus laosket anezan en dour.
— Ma ! ma ! ken diot ha te n’hon eus gwelet biskoaz !… Ha petra en deus lavaret d’it ?
— Lavaret en deus d’in penaos, a-benn eun deiz hag eur bloaz, en em gavo aman tri roue evit hoc’h eureuji, roue ar pesked, roue al loened pevar-zroadek ha roue an holl lapoused-nij.
— Ro peoc’h !… Te eo diota paotr a zo war an douar !
An deiz war-lerc’h hag an holl deiziou goude, e tape ar paotr
pesked kement ha ma kare : bep tro ma taole e rouejou, e teue
gantan o leiz. E c’hoarezed ne ganent ken pouilh d’ezan ; ar
c’hontrol da ze, stad a veze grêt d’ezan. Bemdez ec’h eent en kêr
da werza pesked, hag e prenent dilhad nevez, ha c’hoaz e tigasent
arc’hant d’ar gêr. Ma teujont, e berr amzer, da veza pinvidik.
A-benn eun deiz hag eur bloaz, setu ma tigouez an tri roue. Ar verc’h henan a voe eureujet da roue ar pesked ; an eil, da roue al loened pevar-zroadek ; hag an deirvet, da roue an holl lapoused-nij. Ma voe grêt teir eured war ar memez tro. Pa voe fin d’ar friko ha d’ar goueliou ha d’ar jabadao, an teir gwreg-nevez a gimiadas diouz o breur, hag ec’h ejont kuit gant o friejou.
P’o devoa grêt eun tammig hent, e lavaras unan eus ar rouane :
— Eun dra hon eus ankouaet.
— Petra ’ta ? eme ar re all.
— Ober hon fresantjou eured d’hon breur-kaer.
— Ya ’vat ! Distroomp war hon c’hiz.
Hag e tistrojont, hag e rojont pep-hini e bresant da vab an hini goz.
— Sell aze, eme roue ar pesked, eur vouest, ha pa lavari : Dre
vertuz va bouest, m’am bo an dra-ma-dra ! » — kerkent e c’hoarvezo
ar pez a c’houlenni. Hag ouspenn, p’az pezo ezomm a sikour,
n’az pezo nemet hon gervel, hag hon kavi en pep reustl.
— Trugarez, ha va bennoz d’ec’h !
Hag ec’h ejont kuit neuze.
Ar paotr, evel ma oa chomet e-unan, a c’hoantaas mont da vale bro, gant e vouest… Arruout a ra en Pariz. Evel na ouie pelec’h mont da c’houlenn lojeiz, ec’h antreas en eun ti, ’lec’h ma oa unan goz o chom he-unan.
— Ha c’houi ’zo yac’h, mamm-goz ? a lavaras en eur antren.
— Jezuz ! ma mabig, te ’zo aze ?… Brasa da joa a ra d’in da welet ! (Sonjal a ree ganti e oa he mab).
An deiz war-lerc’h ar beure, an hini goz a ya da gavout ar roue (e-kichen ar palez e oa o chom) hag a lavar d’ezan :
— Arru eo va mab kêz, aotrou roue !
— Arru eo ? eme ar roue.
— Ya ’vat, hag hen terrupl ha gailhard bepred !… Ma karfac’h hen kemer da vevel ? Rak ne c’houlenn nemet labourat.
— Ya sur, Lavarit d’ezan dont ; kavet e vo eul labour bennak da rei d’ezan.
Hag an hini goz d’ar gêr, ha stad enni.
— Lavaret a zo d’it, va mab, mont da gavout ar roue d’e balez, hag az kemero da vevel.
Mont a ra ar paotr an deiz war-lerc’h ar beure d’ar palez, ha lavaret ’zo d’ezan mont da gavout ar jardiner.
Bemdez e teue ar roue da vale gant e verc’h d’ar jardinou. Ma kavas ar jardiner nevez stummet mat, hag e plije kaer d’ezan, hag e chome alies da ziviz gantan. Ma plije ar jardiner nevez d’ar roue, d’e verc’h e plije kalz muioc’h c’hoaz, ha ne skuize ket o sellet outan. Mab an hini goz a welas se prestik, hag e-unan e teuas da garet kement ar brinsez, ma kollas kazi e benn, hag e kouezas klanv bras ; hag e teuas da di e vamm, pe bepred an hini hen kemere evit he mab. Kaer ’voe klask endro d’ezan medesined ha sirurjianed, ne wellae tamm : den n’anaveze e glenved.
Setu glac’haret an hini goz. Mont a ra da gavout ar roue.
— Siouaz ! aotrou roue ! va faotrig kêz a zo skoet klanv, ha n’oar den netra en e glenved. Aoun bras am eus d’hen koll.
— Lavarit d’ezan n’eus forz petra a c’hoantao eus va falez, hen roin d’ezan, rak plijout a ra ho mab d’in.
Hag an hini goz prim d’ar gêr, ha da lavaret kement-ma d’he mab.
— O ! nann, eme heman, n’am bo ket ar pez a c’houlennin.
— P’en deus lavaret ar roue, va mab paour, goulenn hag e weli.
— Nann, biken ne roio d’in ar pez a zo ret d’in evit va yac’haat.
— Eo sur, mar d eman en e balez ; lavaret en deus.
— Eo, en e balez eman.
— Petra eo ’ta ?
— E verc’h da bried !
— Jezuz ! va mab, petra ’lavarez-te aze ?… Nann, evit-se n’az pezo biken.
— Ma ! marteze, va mamm. It bepred d’he goulenn d’in digant he zad.
Mont a ra an hini goz da gavout ar roue.
— Ac’hanta ! petra a c’hoanta ho mab ?
— Ah ! aotrou roue, ne gredin biken hen lavaret d’ec’h.
— Lavarit hardiz, ha, m’ema ’barz va falez, en devo sur.
— Eo, en ho palez eman, met ne gredin biken…
— Lavarit hep aoun.
— Ho merc’h, aotrou roue !
— Va merc’h !… Ha kollet eo e skiant-vat gantan ?
— Mervel a renko neuze, aotrou roue.
— Foeltr forz ne ran, met evit va merc’h n’en devo ket ! Hag an hini goz d’ar gêr en eur ouela.
— Ac’hanta, va mamm ?
— Allaz, va mab paour, me ’ouie mat. Lavaret en deus ar roue n’az pezo biken e verc’h.
— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…
Dastum a ra ar roue e guzulierien ha lavaret d’eze petra a c’hoarveze.
— Ta ! ta ! eme ar re-ma ; n’en em ankeniet ket gant kennebeud a dra. Lavarit d’ezan, m’en deus c’hoant da gaout ho merc’h, e renko, a-raok, chench plas d’ar menez a zo dirak ho kastell hag a harz an heol-sav da bara warnan. Birviken ne zeuio a-benn d’ober ze.
Digemennet eo an hini goz, ha lavaret d’ezi lavaret d’he faotr penaos, ma teu a-benn da chench plas d’ar menez a zo dirak kastell ar roue hag a harz an heol-sav da bara warnan, en devo merc’h ar roue.
— Jezuz ! emezi, n’eus den er bed hag a c’hallfe ober ze !
Dont a ra d’ar gêr en eur ouela, hag e lavar d’he mab ar pez a c’houlenner digantan a-raok kaout merc’h ar roue.
— Allaz ! va mabig kêz, biken n’halli ober an dra-ze.
— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…
Da hanter-noz e sav ar paotr, hag ec’h a da droad ar menez hag e vouest gantan. Digeri a ra e vouest, hag e lavar :
— Dre vertuz va bouest, ma vo kaset ar menez-ze ac’han, ha ma vo plên en e lec’h evel eul leur !
Ha kerkent setu êt ar menez kuit.
An deiz war-lerc’h ar beure, pa zihunas ar roue, e voe souezet o welet an heol en e gambr.
— Petra eo kement-man ? emezan.
Hag hen o sevel hag o vont da sellet d’ar prenestr : n’oa ken ar menez dirag e balez.
— A ! a lavaras d’ezan e-unan, mab an hini goz a zo unan bennak !…
Redek a ra da gavout e guzulierien.
— Allaz ! emezan, êt eo ar menez kuit, ha setu ma vezo ret d’in rei va merc’h da vab an hini goz !
— Nann c’hoaz, eme ar re-man. Lavarit d’ezan e renko breman sevel eur c’hastell aour el lec’h ma oa ar menez, hag henvel en pep tra ouz hoc’h hini, ha diabarz ha diavêz.
An hini goz a deuas beure mat da gavout ar roue, hag a lavaras d’ezan :
— Ac’hanta, aotrou roue, va faotr, avat, a zo eun den ! Setu êt ar menez kuit !
— Ya, met breman e renko sevel el lec’h ma oa ar menez eur c’hastell aour henvel ouz va hini, ha diabarz ha diavêz.
— Jezuz ! penaos ’raio se, ar paotrig kêz ?
— Ret e vezo d’ezan hen ober, m’en deus c’hoant kaout va merc’h.
Dont a ra an hini goz da gavout he mab, hag e lavar d’ezan petra a c’houlenner outan c’hoaz.
— Evit an dro-man, va bugelig paour, ez out kollet.
— Marteze, va mamm !… Gwelet e vo…
Da hanter-noz ec’h a gant e vouest el lec’h ma oa kent ar menez ; he digeri a ra, hag e lavar :
— Dre vertuz va bouest, ma vo aman eur c’hastell aour, henvel en pep tra ouz hini ar roue, ha diabarz ha diavêz !
Ha kerkent e voe grêt evel ma lavaras.
Pa savas ar roue, diouz ar beure, e voe souezet mat o welet ar c’hastell aour, hag e chomas da sellet outan, digor e c’henou gantan :
— Ah ! emezan, ret eo rei va merc’h d’ezan !…
Ma voe grêt an eured, eun eured eus ar c’haera, hag ec’h ejont o-daou da chom d’ar c’hastell aour.
Plijout a ree e vab-kaer d’ar roue, hag ec’h eent o-daou da chaseal asamblez. Tapout a ree, tapout a ree a bep seurt loened, kement ha ma kare. Ma oa souezet an holl.
Merc’h ar roue ne blije ket d’ezi he fried, hag he devoa eur c’hamarad-kleiz a deue d’he darempredi bemdez, pa veze ar roue koz hag e vab-kaer o chaseal. Ma ’n em glevjont o-daou evit tapout e sekred digant mab an hini goz.
Eun abardaez ma oa distroet diouz ar chase, karget a c’hedon, konifled, klujiri ha loened all, evel bemdez, e wreg a lavaras d’ezan :
— Jezuz ! va fried, c’houi, ’vat, a zo eun den ! N’eman ket ho par war an douar. Ret eo e ve eur sorser bennak a-du ganec’h.
Lavarit d’in ivez penaos e c’hallit dont a-benn da ober an holl draou kaer-ze ?
— Bah ! emezan, se n’eo nemet eur c’hoari evidoun. Me am eus aman eur vouest, ha pa lavaran : « Dre vertuz va bouest ! », kerkent e c’hoarvez holl evel ma c’hoantaan.
— Hag a zo mat ! a sonjas. Ret e vo d’in kaout ar vouest-se.
Ma lakaas ober eur vouest henvel ouz e hini, hag, e-keit ma oa kousket, e lakaas anezi e-lec’h eben.
An deiz war-lerc’h, mab an hini goz a gemer ar vouest hag a ya adarre da chaseal, hep sonjal en droug ebet. Met kaer en devoa lavaret : « Dre vertuz va bouest ! » ar gedon hag ar c’honifled a rede, ar c’hlujiri a nije, ha netra ne goueze d’an douar.
— Allaz ! emezan, bourdet oun ! N’eo ket houman va bouest.
Ma teujont an deiz-ze d’ar gêr hep beza tapet netra. P’arrujont, ne gavjont ken ar brinsez.
Houman, kerkent ha ma voe êt he fried d’ar chase, a zigoras ar vouest hag a lavaras :
— Dre vertuz va bouest, ma vin kaset pemp kant leo ac’han gant ma fried-kleiz, ha ma teuio ganimp ar c’hastell aour !
Ha kerkent ar c’hastell aour, hag an daou-man ebarz, evel eur bluenn en avel, a voe kaset pemp kant leo ac’hane, ha dalc’het gant peder chadenn aour etre an nenv hag an douar.
Pa welas ar roue koz e oa êt kuit e verc’h hag e gastell aour, e voe droug kaer ennan hag e lavaras d’e vab-kaer e renkje digas d’ezan e verc’h hag e gastell aour, pe n’oa nemet ar maro evitan.
Setu ankeniet bras mab an hini goz.
— Penaos ober, va Doue ? emezan… Lavaret en devoa d’in roue
ar pesked, p’am bije ezomm a sikour, n’am bije nemet hen goulenn
hag e teuje. Ezomm a-walc’h am eus breman, a gredan.
Hag hen o vont war aod ar mor, ha da lavaret :
Roue an holl pesked an dour, |
Prestik goude, eur peskig aour a voutas e benn er-mêz an dour, hag a lavaras :
— Petra ’zo evit ho servij, mab an hini goz ?
— Eur c’hastell aour am oa eus ar c’haera, hag ennan eur brinsez, va fried, a garen a-greiz va c’halon ; eur vouestig am oa ivez hag a roe d’in holl ar pez a c’hoantaen. Allaz ! holl am eus-ê kollet.
— Mar d emaint eun tu bennak ’barz va rouantelez, e vefont kavet hep dale.
Hag ar roue da c’hervel dre o hano kement pesk a zo er mor ha da c’houlenn digante :
— N’hoc’h eus ket gwelet, eun tu bennak, eur c’hastell aour, hag ennan eur brinsez kaer ?
— Nann avat, hon roue ! a lavarent, dre ma tremenent.
Tremenet e oant holl, bihan ha bras : hini ne ouie doare d’ar c’hastell aour.
— Roue an holl loened pevar-zroadek en devoa lavaret d’in ivez hen gervel p’am bije ezomm :
Roue ’l loened pevar-zroadek, |
Ma tigouezas kerkent en e gichen eul leon ken kaer, ken bras, ma voe spontet.
— Petra ’zo evit ho servij, mab an hini goz ? a lavaras al leon.
Ma lavaras d’ezan e zoare, evel da roue ar pesked.
— Mar d emaint, eun tu bennak, ’barz va rouantelez, e vefont kavet.
Hag al leon da c’hervel, dre e hano, pep loen pevar-zroadek, ha da c’houlenn digante, dre ma tremenent, ha n’o devoa ket gwelet ar c’hastell aour. Hini ne ouie doare d’ezan.
— Allaz ! eme mab un hini goz, aoun bras am eus e vo ret mervel… Met roue an holl loened-nij a chom c’hoaz, Ret eo d’in hen gervel breman, rak lavaret en devoa d’in ivez e teuje d’am sikour, p’am bije ezomm :
Roue al loened diouaskell, |
Ha kerkent en em gavas an Evn-bras :
— Petra ’zo evit da servij, emezan, mab an hini goz ?
Lavaret a ra dezan e zoare.
— Ma ! mar d emaint eun tu bennak etre an nenv hag an douar, e vefont kavet hep dale.
Hag hen da c’hervel an holl laboused-nij dre o hano, adalek an erer [1] betek al laouenanig. Tremenet e oant holl nemet an erer, hag hini ne ouïe doare d’ar c’hastell aour.
An erer a arruas ivez abarz ar fin.
— Petra eo d’it beza ken diwezat-ze ? eme ar roue. Pelec’h ’oas-te chomet ?
— Me ’oa chomet da heolia war lein ar c’hastell aour, kaeran tra en deus gwelet biskoaz lagad evn.
— O klask hennez, end-eeun, ez omp… Met na teus ket gwelet ivez eur prins hag eur brinsez, ha gante eur vouest kaer ?
— Eo sur. Ar vouest a ve bepred gant ar brinsez, ha n’he c’huita nepred, ha, pa ’c’h a da gousket, he laka dindan he fenn.
— Ar vouest-ze eo ret d’in da gaout.
— Met penaos he zapout ?
Ma voe lavaret e vije kaset eur raz hag eul logodenn evit he zapout eus a-zindan penn ar brinsez. Pa vije kousket ar brinsez, al logodenn a dremenje teir gwech he lost dre he genou ; an deirvet gwech e savje he fenn, ha neuze ar raz a dapje ar vouest, ha kuit prim dre ar siminal.
— A zo mat ! eme an holl. Evel-se ’vo ret ober. Met penaos mont d’ar c’hastell aour ?
— War gein an erer, a oar an hent.
— Se a zo gwir.
War-dro hanter-noz, e tiskennas an erer war ar c’hastell aour. Ar raz hag al logodenn a ziskennas dre ar siminal e kambr ar brinsez. Kousket mat e oa… Tremen a ra al logodenn he lost dre he genou. Ne ra van ebet evit ar wech kenta. Tremen a ra eun eil gwech Ar brinsez a ra : peu ! peu !! peu !!!… Tremen a ra eun deirvet gwech. Ar brinsez a sav he fenn hag a lavar :
— Petra eo ?
Ar raz a dap ar vouest, ha prim, prim er-mêz o-daou dre ar siminal.
Digaset eo e vouest da vab an hini goz, a oa o c’hortoz war an aod, hag hen ankeniet mat. Kerkent he digor hag e lavar :
— Dre vertuz va bouest, ra vo digaset ar c’hastell aour, ar brinsez hag ar prins he mignon, e-lec’h ma oant araok ! Ha kerkent e voe grêt evel ma lavaras.
— Pe boan rei breman d’ar brinsez ha d’he fried-kleiz ?
Pep-hini a lavare e c’her. Unan a lavaras :
— Lakit nao zargaz epad eiz deiz en eur gambr, hep rei tamm d’eze da zibri, hag a-benn an amzer-ze, lakit gante ar brinsez hag he fried-kleiz.
Ma voe grêt evel-se.
An targizier, prest da vervel gant an naoun, a gouezas warne evel diaoulien kounnaret, hag o lakaas a beziou.
Mab an hini goz a yeas neuze da vale bro, hag abaoue n’em eus ket bet eus e gelou ; met, evel m’en devoa kavet e vouest, n’hon eus ket ezomm da gaout nec’hamant gantan.
- ↑ Erer, aigle.