Koulm ar barz


skrivet gant Gab Milin


Kendalc’h keltiek etrebroadel
Sant Brieg 1867




KOULM AR BARZ,

Gant Laouenanik Breiz

————

Da Varz Breiz, Ann Aotrou Kermarker.

————

— « koulmik koant, lavar d’in buan,
» Euz a be vro e nijez-te ?
» Red eo ma teufez euz ann ee,
» Rak evel-d-oud ne deuz unan.
 
» Strinka c’houez-vad a rez enn dro,
» Dre ma tigor da ziou-askel ;
» Piou oud-te ’ta, ma n'oud eunn el ?
» Ha dont da choum a rez d’hor bro ?
 
» — Ia, dont a rann brema da Vreiz,
» Etrezek eur Barz ne hanvinn ;
» Gant Doue euz bet kemennet d’in
» Karet anezhan noz ha deiz.
 
» Digant Doue en deuz va frenet
» Evit eur zon ar re gaera ;
» Desket em beuz gant-han kana
» Ar zon gaer-ze a zesk karet.
 
» Gant-han me zo euruz meurbed,
» Mont brema kuit me ne garfenn ;
» Klevet bemdez kan he delenn
» Zo va brasa dudi er bed.


» Koulm ar Barz, me zo he gannad,
» Me eo a ra he gevridiou ;
» Dioc’h va bruched he lizeriou
» Ia da galoun pep mignonn mad.

» Pa skriv anezho me a wel,
» Diwar he skoaz, petra lavar ;
» He gomzou !… Doue ha me ho goar ;
» Anez karet, rankfe mervel.

» Pa labour, pa lenn ha pa gan,
» Me vez atao enn he gichen ;
» Ha pa welann en deuz anken,
» Me bok d’ezhan endra c’hellann.

» Gant va askel diwar he dal
» Me skub neuze pep poan spered,
» Hag he galoun, bete’r weled,
» Ouz-in dioc’h-tu a rank tridall.

» Me n’am beuz morse naoun e-bed,
» Enn he zourn me a zebr bara,
» Hag enn he werenn da eva
» E kavann dour, p’am beuz sec’hed.

» Pa vez debret gan-en va fred,
» Me a c’hournij enn-dro d’he benn ;
» Ha gant va diouaskellik wenn
» Me a c’holo va barz karet.

» Pa gousk, me nij war he delenn
» Hag hi ha me, gant karantez,
» A gan d’ezhan toniou nevez
» Ken a skuizomp war he varlenn.

» Setu eno, Laouenanik,
» Evit petra ounn digaset ;

» Ober vad da veza karet
» A zo noz-deiz labour koulmik.
 
Euruz ar Barz en deuz kavet
Eur vignounez evel hou-ma !
Da gement barz zo a ouela,
Aotrou Doue, eur goulm digaset !

G. MILIN,

Laouenanik Breiz.



————