Arvorig, 1913  (p. 125-126)



Kovezion Erwanig


————


Seiz vla, beo e lagad ha distagell e deod. Erwanig a zo eur pôtr seder ha sart evel pemp gwenneg.

— Sort-se rei eur maout ! a lavar e dad awechou, en eur lakat e zorn war lein e benn. Hag e vamm a bretant an eus dija kement a skiant hag eun den bras !…

Erwanig eta a zo deut en oad da vont da govesât. Bemnoz, e fin e bater, — pehini a deu gantan distag, fôt ket laret, — ar vamm a lar hag a adlar, a zesk hag a zispleg e gentel d’he fôtr.

— Klevet a rez, bez gant da jeu, diwall da vean azenoc’h evit ar re-all, ha lar da draou tout d’an O. person. Intentet a teus ?

— Ya, mamm.

Hag Erwan a rudel sonjou en e benn : « Pesort giziou ? Mont da govesât ? Lavaret tout ar stal ?… Ze n’eo ket farsal eo !… »

N’eus forz, red eo mont. Digoueet an de, ar vamm a deu d’hen ambroug beteg an iliz ha, pa deu e dro, a ren anean da dal ar gador hag a vout ar paourkez Erwan en toul du.

Heman a chom batet eur pennad… Frotan a ra e zaoulagad ha ’n em lakat a ra da zellet endro d’ean.

Mes petra ? E-unan eman, ’m eus aon ? Pelec’h eta ’man an Otrou person ?

Erwan a dro hag a distro, a zav war ar skaon vihan, a lak e viz en toullou koat… Ya… ya… N’eus ket da laret, e-unan eman !

— Bôn avat ! eme ar pôtr ; n’eman ket er gêr hirie just awalc’h !… Mamm deus choazet eun de fall. Petra d’ober ? Ah ! sell, emean, ar poltred-man, marteze, a zo o terc’hel e blas.

Hag Erwan d’an daoulin. War eun hanaladen, e tispleg e gont d’an imaj stag ouz ar voger ha neuze, sin ar groaz ’n e gerc’hen ha kuit…

— Hê ! hê ! ma bugel, eme an O. person, o tigeri ar strap war an tôl, pelec’h ec’h ez ?… Gortoz, gortoz !…

— ’C’hanta, eme Erwan, divouzan a refet ? Ha fe, gwaz evidoc’h, êt eo ma fratik gant an all !… Me ne oan ket deut aman da chom.

— N’ouvean ket petra lavarez. Allo, prim d’an daoulin, ha grêz sin ar groaz.

— Mes, pa lavaran d’ac’h ez on prest !…

Ha setu jeu etre Erwan hag an O. person. ’Benn ar fin, heman a deuas a-benn, evelkent, da lakat ar pôtr da intent rêzon, hag ar govizion a grogas.

— Mat, ma bugel, neuze teus ket sonj a van ebet ken ?

— Nan… ha koulskoude… pa larin ar wirione, eun dra bennak am eus c’hoaz, mes ze, avat, na glevfet ket !

— Penôs ?… Eo laouen, ma mab bihan, lavar d’in tout…

— Na dalv ket d’ac’h chipotal !… Biken den na ouio an dra-ze… zur end-eün !

— Allo, allo, sell pesort kôjou ! Gôut awalc’h a rez eo red ’n em dizam ervad a-benn plijout d’an Otrou Doue. Ha den na glevo an dra-ze nemetan.

— Nan, nan, C’houi gont awalc’h, mes c’houi larfe marteze ?…

— Me ? Rin ket laouen, evelkent !

— Zur ?

— Nan zur.

— Mat, chilaouet neuze eta : Me ’m eus… ya, mes touet d’in na larfet ket !

— M’ hen tou… bez dinec’h !

— Mat, me ’m eus kavet eun neiz moualc’h e korn ar bern fagod, e park ar Flouren ; pevar u a zo ebarz, mes, ’n han Doue, serret ho keno, rak mar klevfe Pipi ha Jobig…


Koulmig Arvor.


————