Lefournier - Brest, 1870  (p. 302-338)




KRISTOF


————


Tost da Zouarnenez ez oa o choum gwechall eunn intanvez koz ; brema ez euz nousped kant vloaz. Hou-ma, ann intanvez-ma, n’e doa nemet eur map a reat Kristof anezhan. Ar vamm a glaske he barea dioc’h he ziegi, rak Kristof, war zigarez ma lavaret ez oa diot a-vihanik, n’en doa great netra biskoaz euz he gorf, nemet beb enn amzer dastum tammouigou keuneud d’he vamm. Evel-se, en doa paket ar paotr-ma he c’houezek vloaz pe war-dro, hep beza biskoaz torret he gorf gant al labour. Kenta tra a rea bemdez pa zave, a oa redek d’ann aot gant eur vaz penn-kamm en doa ; gant-hi e taole meinigou er mor.

Eunn dervez, ar vamm a lavaraz da Gristof : — Mar kerez mont da glask keuneud d’in hirio, me a raio d’id krampouez gant ar bleud am boa bet deac’h enn aluzenn digant ann dud vad. — Kristof a lavaraz : — N’em euz ket a naoun, va mamm ; ha kuit ac’hano adarre gant he vaz d’ann aot. Tre a ioa ; Kristof a ia da gaout ar mor, diskenn a ra pell enn aot hag en em gaout a ra gant eur poull-mor ; c’hoari a ra eno ha teurel mein enn dour, enn eur c’hoarzin hag o kana peb eil. Eur pennad a ioa ma’z edo evel-se o c’hoari, pa gemer eur meanik gwenn-kann enn eur lavaret : — Sad’ ama eur mean hag a ielo bremaik war gorre ar poull-ze. Teurel a ra anezhan gant he vaz, ker brao ha tra (eur c’hoarier mad oa deuet da veza), ma rikl ar mean evel eur zilienn wenn war ann dour. Kristof a zell out-han, enn eur c’hoarzin a-bouez he benn, hag a wel eur peskik bihan o lammet hag o neunv endra c’hall war-lerc’h he vean. — Deport, deport, eme Gristof, va mamm bremaik a lavare e raje krampouez d’in mar karjenn klask keuneud d’ezhi ; ne ket krampouez a vezo ; c’houi, peskik, eo ; Kristof en devezo pesked, pe e vezo diez-braz. Kristof neuze a dronz he vragez, a ia er poull hag a red war-lerc’h ar pesk. He-man a rikl euz a zindan eur mean dindan eunn all, ha Kristof he vaz gant-han, ne ro ehan e-bed d’ar pesk, ken na oe paket. — Ac’hanta, va feskik-me, n’em boa-me ket lavaret d’e-hoc’h e vijec’h paket ? — Ia da, paket ounn gan-ez, eme ar pesk da Gristof. Evelato e ve gwell d’id leuskel ac’hanoun er mor eget va dibri, rak n’as pe ket kalz a dra diouz-in ; e leac’h mar kerez va leuskel er mor, me a roio d’id kement tra as pezo c’hoant da gaout, kement tra a c’houlenni digan-en.

Kristof, souezet o klevet ar pesk, hag hep sonjal hirroc’h, a daol anezhan dioc’h-tu enn dour hag a choum eno da c’hoari eur pennad c’hoaz. Enn eur c’hoari, e teu naoun d’ar paotr, ha da zonj d’ezhan e krampouez he vamm, hag er c’heuneud a ioa bet lavaret d’ezhan dastum. — Sell, sell eme Gristof, ma ve gwir en deuz lavaret ar pesk bihan d’in, va mamm e defe keuneud evit eur pennad mad. — Ha Kristof da redek ac’hano, buhana ma c’hell, war-zu kear Is a ioa tost. P’en em gavaz, e oa tre braz anezhi atao ha dizec’h war-dro kear. Kristof a ioa eat di evit kaout eur pez pikol gwezenn zero a ioa, a lavaret, e-kreiz ar mor, dirak kear Is, nousped kant vloaz a ioa, ha n’en doa gellet den e-bed biskoaz kaout anezhi. N’oa ken hano nemet euz ar wezenn zero vraz-ze. Houn-nez, eme ar re wisiek, a ioa bet ar penn kenta ha, kouls lavaret, ann diazez euz ar gear vraz-ze. — Dre nerz va fesk bihan, eme Gristof, ma teufe ar wezenn-ze ama er-meaz euz ar mor — N’oa ket peur-lavaret he c’her gant Kristof, ma welaz he-ma korf ha skourrou hag all ar wezenn-ze o sevel war ar mor evel eul lestr, o neunv hag o tont etrezek enn-han war ar zeac’h. — Gwir eo en deuz lavaret ar pesk ; hen-nez ne ket gaouiad evel ann dud ; brema va mamm e devezo keuneud da ober krampouez. Kristof a rea ann dro d’ar wezenn, a zelle out-hi, souezet o welet peger braz oa. E leac’h deliou, he brankou a ioa out-ho kregin histr, meskl, brennik ha rigadell, hag oc’h he grisiou kemend all. — N’euz forz, eme-z-han ; ne ket a-walc’h e ve deut euz ar mor, red eo ivez e teufe da di va mamm. — Kas anezhi, va feskik bihan, eme Gristof, ha me a c’haoliad war-n-ezhi, evel war gein eur marc’h. Baleet eta dindan-oun, dre ruiou kear Is, ha ra zeuio ann holl da zellet ouz-in o tremen, hag ar roue Gradlon ive gant ar re all.

Dioc’h-tu Kristof en em gavaz war ar wezenn zero a loc’haz a zindan-han, ne wie penaoz. Mont a ra dre ruiou kear Is a zo leun gant-hi bete lein ann tiez ; ann holl a zo mantret o welet kemend all. — Sell, sell, eme-z-ho, Kristof war eur pez gwezenn zero ; bale a ra dindan-han, evel pa ve eur marc’h beo e ve ; biskoaz tra ker burzuduz Kristof ! Kristof ! eme ann holl, choum eur pennadik a zav ! — Kristof a-vad war he wezenn zero a iea atao, eun eur c’hoarzin oc’h ho c’hlevet.

En em gavet dirak lez ar roue Gradlon, he-ma O klevet ann trouz a ioa, a ia ivez da zellet, he verc’h Ahez enn he gichenn. — Gwelit, va zad, eme hou-ma ; Kristof eo a zo o tremen war eur wezenn ; O c’hoari marc’hik ema, a gav d’in, he vaz penn-kamm gant-han. — Ia da, eme Gristof, me eo, plac’h koant ; ha dre nerz va peskik bihan, pe emoc’h oc’h ober goap, me garfe e vec’h-hu dougerez a-vrema.

Goude lavaret ann dra-ze, Kristof a ia ac’hano war he wezenn da di he vamm. Ne oe ket pell enn hent ; diskenn a ra d’ann traon, ha da gaout he vamm da lavaret d’ezhi dont da zellet. — Sada deuet keuneud d’e-hoc’h, va mamm, da ober krampouez. — Digas anezho enn ti, eme hou-ma. — Ah ! ia, eme Gristof, c’houi lavar a-walc’h, va mamm ; deut da welet pebez beac’h keuneud a zo aze er-meaz. — Ar vamm a ia da heul he map, hag a choum sebezet holl dirak eur wezenn zero spountuz, ker braz eo. Hueloc’h oa c’houeac’h gweach evit ti zoul ann intanvez. — Gant piou, eme-z-hi, eo deuet ar wezenn-ma ama ? Ne ket gan-ez-te, emichans ? — Eo da, va mamm, gan-en-me eo deuet, ha bremaik e welot e vezo faoutet ha berniet aze dirak ho ti. — Ar pez a lavaraz Kristof a oe great dioc’h-tu, ha n’en doe ken poan nemet goulenn ann dra-ze digant he besk bihan. Pa oe great ar bern keuneud, ez oa teir gweach ledanoc’h hag hueloc’h evit ti ann intanvez paour. — Ac’hanta, eme Gristof, brema ho pezo keuneud a-walc’h da ober krampouez kement hag a gerrot. — Ar c’hrampouez a oe great neuze ha debret, ha Kristof d’ann aot adarre da c’hoari gant he vaz kamm.

Evit-han da veza lekeat diot gant ann dud, Kristof n’oa tamm diot anezhan, evel a welot. Brema, o veza n’en doa ezomm e-bed da vont da glask keuneud, Kristof a c’hoarie gwalc’h he galoun, he besk bihan ankounec’heet krenn gant-han ; ha biskoaz ne zeuaz enn he benn lakaat he besk bihan da rei d’ezhan arc’hant, na boed d’he vamm ha d’ezhan he-unan. Evel a rea a-raok a reaz goude, ha nemet e vije he vaz penn-kamm gant-han d’he harpa ha da c’hoari, ne zonje e netra e-bed ken.

A-benn eur pevar pe bemp miz goude-ze, e savaz brud dre ar vro oa dougerez merc’h ar roue Gradlon ; n’oa ken hano nemet euz ann dra-ze, hag ar pez a ioa gwir eo e teue ar brinsez Ahez tevoc’h-teva bemdez. Kement-ma a ieaz e berr amzer a-c’henou-da-c’henou beteg ar roue Gradlon. He-ma, da genta, n’oe ket evit kredi ez oa gwir a lavaret. — Biskoaz, eme-z-han, n’euz bet goaz, nemed-oun-me, war-dro Ahez ; va aked a zo bet atao, abaoue ma’z eo ganet, da ziwall anezhi dioc’h pep darempred fall, hag oc’h-penn, re fur ha re zantel eo, karet ac’hanoun a ra re evit dont da ober biken eur pec’hed ker braz all, hag a rafe d’in kemend a boan. Nann, nann, gaou eo kement-se, ha teodou fall hep-mui-ken eo a lavar ann dra-ze.

Evelato a zeiz da zeiz ar brinsez a stegne he dillad enn-dro d’ezhi, ha bemdez ivez ar brud a greske kemend ma lavaraz ar roue ez oa red gwelet. Mont a ra da gaout he verc’h, ha lavaret a ra d’ezhi petra a zo a nevez diwar he fenn. — E feiz, va zad, eme-z-hi, souezet ounn va-unan gant ar pez a c’hoarvez, rak brasaat bemdez a ra va c’hof, ha ne venn ket evit lavaret d’e-hoc’h petra a zo o c’hoari gan-en. Gradlon a gare meurbed he verc’h hag a lezaz anezhi c’hoaz eur pennad bete gouzout petra vije divezatoc’h. Diskred en deuz evelato ha lavaret a ra out-han he unan : — Ne fell ket d’ezhi ansao ouz-in ar wirionez, na lavaret da biou eo ; gwelet e vezo, pa vezo ar mare.

Deut he amzer, Ahez a c’hwilioudaz, hag e devoe eur map. Neuze Gradlon a lavaraz d’he verc’h Brema ne dalv ket d’id nac’h ouz-in ; deuet eo ar brud da wir. Sada te gwilioudet, ha ganet ec’h euz eur map bihan ; lavar brema d’in piou eo he dad. — Mar goufenn, va zad, ne ve ket diez d’in lavaret d’e-hoc’h ; hogen, gwasa a zo, ne ouzounn ket, kennebeut ha ma ouzoc’h hoc’h-unan, penaoz eo c’hoarvezet ann dra-ma gan-en. — Ahez oa ar verc’h a ouele o komz evel-se oc’h he zad ; he-man hep lavalet ger, a ieaz ac’hano nec’het hag o skrabat he benn. — Gwir eo marteze a lavar va merc’h d’in, ha kredi a-walc’h a rafenn e ve, rak goaz e-bed n’en deuz morse lekeat he dreid enn he c’hampr ; evelato eo red d’in gouzout, mar gellann, piou eo tad ar bugel. — Neuze Gradlon a gas kemenn da eunn drouiz koz-koz, a ioa peder leo pe war-dro ac’hano, da zont d’he gaout ar c’henta ar gwella. Hen-nez a ioa o choum enn eur c’hoat braz ; kuiteet en doa Gradlon eur pennad mad a ioa, petra-bennag ma’z oa bet he-ma skoliet ha desket gant-han. Belek braz ann doueou faoz oa, ha dioc’h klevet ann dud, n’oa netra a gement na ouie, ken enn amzer dremenet, ken enn amzer da zont.

En em gavet eta ann drouiz koz, Gradlon a lavar d’ezhan petra zo : — Va merc’h a zo deuet brazez, hag e deuz ganet, daou zervez zo, eur bugel ne oar ket, eme-z-hi, piou eo he dad. Goulennet em euz out-hi va-unan, ha be weach em euz klevet gant-hi ne ouie penaoz oa c’hoarvezet ann dra-ze. Koulskoude ez eo arabad e choumfe ar bugel-ze hep tad, pa dle beza unan pe unan. — Ia da, eme ann drouiz koz, ne c’hell beza bugel hep tad, na netra hep krouer. Selaouit, roue, mar fell d’e-hoc’h anaout piou eo tad map ho merc’h, stagit ho kurunenn etre daou bost koat gant eunn neudenn lin gwenn, e kreiz leur gear, ha neuze lakit, d’ann deiz kenta euz al loar nevez, kemend hini a zo e kear ha war-dro da dremen dindan-hi. Arabad eo miret oc’h den e-bed a-vad, gant aoun na ve hen-nez eo a ve tad ar bugel, a anavezot eaz, rak war he benn e kouezo ar gurunenn, dioc’h-tu, ma’z aio dindan-hi. Rak-se eta evesait mad, ha grit penn-da-benn ar pez a lavarann ama d’e-hoc’h.

Goude kement-ma ann drouiz koz a zistroaz d’he goat, ha ne oe mui klevet hano e-bed anezhan. Gradlon hep dale a laka embann da dud kear ha d’ann holl tro-war-dro en em gaout war leur gear Is ann deiz-man-deiz. — Ann holl a c’houlenn ann eil oc’h egile : — Petra a zo a nevez, ha diwar-benn petra eo ? — Kristof, pa glevaz gant he vamm petra a ioa, a lavaraz : — Mar d-eo galvet ann holl da vont da gear Is, me a ielo ivez da c’houzout petra a zo.

Mont a reaz Kristof ; eunn tammik evelato oa divezad. Pa en em gavaz, e oe souezet o welet kurunenn ar roue a-ispill. Meur a hini a ioa tremenet dindan-hi, hep na zistage tamm. Ar re vraz ho doa kargou e lez ar roue a ioa eat da genta, ar vourc’hisien goude, ha da ziveza ar re diwar ar meaz hag ar beorien. — Mad, eme Gristof, pa’z a ann holl, me c’hell mont ivez, emichans ? — Hag he-ma neuze ha tostaat. Edo o vont da dremen, pa grogaz enn he vreac’h unan euz ar zoudarded a ioa e gwardou ar roue : — Da be leac’h ez ez-te, diot ma’z oud ? N’euz ezomm e-bed ac’hanoud ama ! — List-hen, eme ar roue, en doa gwelet pellaat Kristof, ne fell ket d’in e ve miret oc’h den e-bed da dremen dindan va c’hurunenn hirio. Ha Kristof ha mont neuze. Dioc’h-tu m’en em gavaz dindan, e kouezaz kurunenn ar roue Gradlon war he benn. Setu ann holl souezet mar boe biskoaz : — Kristof eo, eme e-leiz, Kristof a zo tad map Ahez. — N’eo ket, n’eo ket, eme ar re all, hag ar roue evel-d-ho. Eunn diot evel hen-nez n’en deuz komzet biskoaz oc’h Ahez. Eur brinsez evel-d-hi hag hi a garfe biken eur paour keaz, eur genaouek evel Kristof. Tra, tra ; red eo gwelet eur weach c’hoaz. Ma oe staget ar gurunenn adarre, ha lekeat Kristof da vont dindan-hi.

Dioc’h-tu ma oe eno, ann neudenn a dorr hag ar gurunenn a gouez adarre war benn Kristof. Evit brema, eme ann holl, ne dalv ket lavaret mui ne ve ket Kristof tad map bihan Ahez, rak bez’ ez eo. Ma oe kroget dioc’h-tu e Kristof ha kaset da lez ar roue da gaout ar brinsez. Gradlon neuze a lavaraz da Ahez : — Setu kavet tad da vap. Hen-nez, ann diot-ze, eme ar brinsez, ne d-eo ket tad d’am map-me. Anaout anezhan a rann, evit gwir ; biskoaz a-vad n’em euz bet darempred gant-han na gant goaz all e-bed.

N’euz forz petra a liviri, eme ar roue ; he-ma zo kouezet va c’hurunenn a-benn diou weach war he benn, ha gant-han eo a ranki dimezi. — Kouls e ve gan-en mervel, eme Ahez. — Pe e varvi, pe ne ri ket, dimezi gant-han a ri, hag hep dale c’hoaz !

Great e oe ann eured ha dimezet Kristof gant Ahez. A-benn eur pennad goude-ze, Gradlon o welet petra oa he vap-kaer, evit miret na welche mui anezhan dirak be zaoulagad, na pec’hed he verc’h ivez, a lekeaz ober eur c’hombaot koat, ha pa oe great, e lekeaz ebarz Ahez, he map bihan ha Kristof, ha goude ho stlapa ho zri er mor da veuzi, pe evel a garche ann Aotrou Doue da ober anezho. Ahez ne rea nemet gwela, enn eur lavaret e rankche mervel eno. — Kristof, ankounec’heet he besk gant-han bete neuze, a lavaraz d’ar brinsez : — Ho pezet fisians, ne varvot ket, na me kennebeut, hag hen ha lavaret goude : — Va feskik bihan, ra vemp-ni er c’hombaot-ma war ar zeac’h enn eunn enezenn, a zavo tost ama. — Ma en em gavchont enn enezenn-ze dioc’h-tu. — Kaout a ra d’in, eme Ahez, ne loc’h mui ar c’hombaot. — Nann da, eme Gristof, ne loc’h mui ; bez’ ema war eunn enezenn. — Ra vezo ar c’hombaot e ludu, va feskik ? — Ma oe gwelet ar c’hombaot evel o teuzi, ha ma savaz ann tri-man ac’hano, Ahez souezet, a c’hellit kredi, o welet petra a c’hoarveze gant-ho.

Ar re-ma eat d’ann enezenn hag o welet n’oa enn-hi na ti na tra, Ahez a lavaraz da Gristof : — Ama e rankimp mervel gant ann naoun dindan ann amzer. — Ne raimp ket, eme-z-han ; kaout a raimp, abarz ann noz, peadra da veva, ha ti da choum ebarz. — Bezet ama dioc’h-tu, eme Kristof, eur maner kaeroc’h evit na d-eo lez ar roue Gradlon e kear Is, hag ebarz, peadra da veva, ha tud da zervicha Ahez, ha tro-war-dro gwez ha liorsou ar re gaera a ve gwelet. Bezet ivez eur pount kaer ac’hann da gear Is. Ha setu great dioc’h-tu kement tra a c’houlennaz Kristof ; ann dra-ma a ioa d’ar pardaez.

Ahez, naoun d’ezhi, a zebraz hag a evaz, hag a ieaz da gousket ; n’oa ket war ar c’holo oa a-vad. Kristof a ieaz ive, goude ober eur bale dre he enezenn.

Antronoz, kenta tiz en doe Gradlon oe klevet dont[1] d’he gaout unan euz ar re vraz euz he lez da lavaret d’ezhan : — Deut, roue, da zellet er meaz ; du-ze ez euz savet, abaoue deac’h, eur pount hag a laka ann holl souezet ; biskoaz n’euz bet gwelet kaeroc’h pount ; ha kaera zo c’hoaz eo gwelet er penn all d’ezhan, enn eunn enezenn, ne oar den hano anezhi, eul lez ker kaer n’omp ket evit gwelet petra eo, kement e lugern ann heol diwar-n-han.

Gradlon ne oe ket divezad da vont da zellet, ha pa welaz petra oa, e kasaz unan euz he dud da c’houzout piou a ioa o choum ebarz. He-ma, p’en em gav enn enezenn, a wel ar maner kaer ; mont a ra ebarz ha gwelet Kristof, he vaz kamm enn he zourn. Kannad ar roue a lavaraz da Gristof : — C’houi eo, a gredann, mestr ann enezenn-ma ? — Ia da, eme Gristof, me eo ar mestr ama, a gredann ; ha n’eo ket c’houi, na den e-bed a ve evit lakaat he wir e leac’h va hini-me. — N’eo ket ann dra-ze eo, eme ar c’hannad ; me zo deut da lavaret d’e-hoc’h dont da gaout ar roue Gradlon da gear Is. — Mont da gaout ar roue Gradlon, eme Gristof ? mar en deuz ezomm ac’hanoun-me, e teuio he-unan ama, rak evid-oun-me ne rinn gammed da vont etrezek enn-han. It enn dro eta, ha livirit petra eo ho kefridi.

Kannad Gradlon a ieaz ac’hano hag a lavaraz petra en doa gwelet ha petra a ioa bet lavaret d’ezhan gant Kristof. — Petra, eme ar roue, Kristof diot eo a zo eno el lez kaer-ze ? Deut eo rok ann tamm anezhan, evit doare ; me welo pe baotr eo bremaik. Ha Gradlon neuze kemenn da zoudarded mont d’ann enezenn da zigas d’ezhan Kristof diwar bouez he ziskouarn.

Kristof a ioa war c’hed anezho. Pa ho gwelaz o tout, ez eaz da zellet out-ho euz he brenestr, ha pa oent en em gavet, e c’houlennaz : — Ac’hanta, va zud, petra zo a-nevez gant Gradlon, e kear Is ? — Ar pez a zo a nevez eo e rankot dont gan-e-omp, pe ma ne deuit ket bremaik, ni grogo enn ho kabiez. — C’houi, koz paotred fall ; me lavar ne vezo ket eaz d’e-hoc’h. — Ar re-man neuze a glask ann dro da gaout Kristof. He-ma a-vad a laka eur vandenn zoudarded all da zont eno da c’hoari oc’h paotred ar roue, ha ker brao e c’hourinchont out-ho, ma oe teurket tud ar roue ha lazet, nemet unan a ieaz da gas ar c’helou da gear Is. Gradlon, pa glevaz petra a ioa bet, a ieaz eunn drouk spountuz enn-han. — Petra, eme-z-han, eur c’hoz diot evel hen-nez a harzo ouz-in ! Mil den ama dioc’h-tu, ha war-lerc’h Kristof, da zigas anezhan d’in, beo pe varo. — Kristof, war c’hed atao, a welaz anezho o tout : — Peskik, eme-z-han, digas d’in tud da flastra tud Gradlon. Mall eo digas skiant e penn ar roue diot-ze ; kaout a ra d’ezhan, m’oar-vad, n’en deuz nemet lavaret evit ober evel a fell d’ezhan. Gwelet e vezo piou a vezo ar mestr etre z-omp-ni hon daou. — Ha setu tud o tout eno da Gristof. — P’en em gavaz tud Gradlon, e savaz ar c’hoari. Ar re-ma diveza a oe eur frota war-n-ezho, ma rankchont koueza eno a stok ho c’horf, ha mervel holl nemet unan adarre. — Ac’hanta, eme Gristof, gwelloc’h oc’h brema, va zud ? me am boa lavaret d’e-hoc’h ; ne fell ket d’e-hoc’h senti ouz-in ; gwaz a ze !

Ar roue Gradlon, pa glevaz pe seurt c’hoari a ioa bet adarre, a lavaraz : — Kentoc’h evit beza trec’het gant ann diot-ze, me fell d’in ez afe kement soudard am euz brema d’he gerc’hat d’in. — Lekeat e oe ar re vrasa euz al lez da ren anezho, hag ez ejont rak-tal. — Deut atao, eme Gristof, o sellet out-ho. Ne viot ket gwelloc’h evit ar re all, ha kaer en devezo ho mestr, dont a raio he-unan d’am c’haout ha pa na fellfe ket d’ezhan. Evid-oun-me ne loc’hinn ket euz va enezenn. — Ar re-ma, ar zoudarded-ma, da C’hradlon, a oe lazet holl adarre, ha ne zistroaz hini enn dro nemet unan da lavaret d’ar roue ne vije birviken treac’h da Gristof, ha mont he-unan d’he gaout, mar en doa c’hoant da gomz out-han.

— Pa’z eo red mad d’in mont, ez inn, eme ar roue ; gwelet a rankann petra a zo o c’hoari gant Kristof. — Ar roue Gradlon en em gavet gant tud he lez enn enezenn, a oe souezet, mar boe biskoaz, o welet peger kaer maner a ioa eno. Kavout a ra Kristof, hag he-ma krog enn he vaz, hag hep lamet he voned diwar he benn, a lavar d’ar roue : — Ac’hanta, deut oc’h ’ta d’am c’haout, roue ; mad hoc’h euz great, rak evid-oun-me n’em euz ezomm e-bed ac’hanoc’h, ha ne vijenn eat birviken d’ho kear, pa hoc’h euz kaset ac’hanoun kuit. — Petra eo d’id, eme ar roue, laza va zud evel a rez ? — Laza ho tud, eme Gristof, me n’em euz great drouk e-bed d’ezho. Setu emint aze morfilet, ha mar karchent beza choumet sioul hag e peoc’h, ne vije c’hoarvezet drouk e-bed gant-ho. Klevit mad, roue, ne ket ar boan da zen, na d’e-hoc’h, na da re all klask ober trouz ama ; me eo ar mestr ha ne bleginn da zen e-bed. Evelato, mar kirit, me zo o vont da gerc’hat ho merc’h d’e-hoc’h, evit ma’z eot gant-hi da ober eunn dro dre al liorsou hag ar c’hoajou a zo dre aze, da c’hortoz dibri ho lein, rak pidi a rann ac’hanoc’h da leina em zi. — Peadra hoc’h euz da rei d’e-omp, eme ar roue ? — Peadra a-walc’h a zo, hag emichans e vezo c’hoaz war ho lerc’h, a drugarez Doue. — Mad eo neuze, eme ar roue, leina a rinn ama, me ha va zud.

Neuze Kristof a ia d’he gear hag a ra eul lein euz ar seurt ne vez ket aliez, zo-ken e tiez ar rouanez. Nemet aour hag arc’hant ne welet ken war ann daol, ha da zervicha e teuaz eur maread a blac’hed iaouank, gwisket e gwenn-kann holl. Gradlon, great he dro dre ar c’hoajou, a zeu d’ar maner, mont a ra oc’h taol, hen hag he dud ; mantret int holl o welet kemend all a draou kaer. Gradlon a c’houlenn ouz he verc’h penaoz e c’hell Kristof kaout kemend all a binvidigesiou. — Ne c’houfenn ket lavaret d’e-hoc’h, va zad, eme-z-hi, rak ne ouzounn ket va-unan ; me gred, Kristof en deuz pep tra dioc’h he c’houlenn. Sada tousierou lien gwenn, arc’hanteri, anafou aour hag arc’hant da eva gwin euz ar gwella, ha boed da zibri, ha biskoaz n’int bet prenet gant Kristof. D’ezhan int deuet a-vad ; penaoz ? Ne ouzounn doare kennebeut ha c’houi.

— N’euz fors penaoz eo, eme ar roue, naoun hon euz, traou zo da zibri, stagomp gant-hi. Kristof en em gav gant he vamm, hag a lavar : — Brema, Gradlon, deomp oc’h taol ; azezit aze e-kichenn va mamm, rak evit-hi da veza grek eur pesketaer paour, ne vezo ket mez d’e-hoc’h leina gant-hi ; ne vije ket brao lezel va mamm da zibri he boed diwar ann aluzenn, pa’z eo dimezet he map da verc’h ar roue.

Gradlon, daoust ma kare ar re baour ha dister, a vije bet gwelloc’h gant-han beza pell dioc’h ann hini goz-ze ; evelato ne gredaz ket lavaret ger, rak douja eunn draik a rea da Gristof. He-ma a azezaz er penn huela euz ann daol ; Ahez enn tu deou d’ezhan ; he vamm enn tu kleiz, ha Gradlon war he lerc’h.

Pa vez naoun ha traou da zibri, ne vez ket diez ann doare. Gradlon hag ar re all a stagaz gant hi ; ar re-ma a zebraz hag a evaz gwalc’h ho c’haloun, ha pa oent savet dioc’h ann daol, Kristof a lavaraz : — Mar kirit, roue, ez aimp da ober eunn dro dre al lez, ha da welet hag hen a zo ker goullo, ken avelek ha ma’z eo braz. Lavaret a reer ez eo gwelloc’h eunn ti bihan ha boedek evit eunn ti braz hag avelek.

Maner Kristof, klevit mad, ne ket eur c’hoz maner oa ; peder gampr war-n-ugent a ioa ebarz, hag e pep kampr pevar brenestr troet oc’h ar pevar avel ; ne welet nemet berniou aour hag arc’hant, nemet goloennou seiz, nemet taolennou kaer ar seurt n’oa bet biskoaz e ti ar roue he-unan. He-ma a zigore he c’henou dre ma’z ea, hag a choume da zellet out-ho. — Ac’hanta, eme Gristof, pe va zi-me, pe hoc’h-hini-c’houi, roue, eo ar c’haera ? — Da-hini eo, eme ar roue ; ia, mar d-eo d’id eo ? — Ne gredann ket e ve da zen all e-bed, na d’e-hoc’h kennebeut all. Kaout a rea d’e-hoc’h, m’oarvad, e vijenn-me bet beuzet, hag ho merc’h ive gan-en, pa hoc’h euz great teurel ac’hanomp er mor. Brema oc’h souezet, ha n’eo gwir ? Mad ! mad ! gwell a ze ; ann dra-ma a zesko skiant d’e-hoc’h. — Ar roue, skuiz o klevet komzou freaz Kristof, a lavaraz neuze mont kuit.

— Pa gerrot, eme Gristof. Dre ann hent m’oc’h deut e c’hellit distrei d’ho kear ; evelato e kav d’in, pa vez debret ha pa vezer bet boetet mad, ne d-eo ket brao laerez tud ann ti-ze. — Piou a zo laer, eme ar roue, ar goad o tont dindan he ivinou. — Ne ouzounn muioc’h evid-hoc’h-c’houi piou eo al laer, ha gouzout a garfenn evelato. — Gwezet e vezo, eme ar roue, ha dioc’h-tu zo-ken. Petra zo diank d’id, Kristof ? — Ann anaf kaera am boa eo ; ann hini a ioa great gant eur mean kaer hep-ken. Bremaik edo gan-e-hoc’h oc’h eva oc’h taol. — Gwelet gant piou eo bet kemeret a zo red. Ma lekeaz Gradlon furcha e godellou ar re a ioa gant-han oc’h he heul. Kaer a-vad a oe furcha ha difurcha, anaf e-bed ne oe kavet. — Gant unan bennag e rank beza, koulskoude, eme Gristof. Klaskit enn ho kodellou, c’houi brema, roue. — Gan-en-me n’euz bet kemeret netra, eme he-ma, ha kredi a rez-te, diot fall ma’z oud, ez ounn-me eul laer ? — Ne lavarann ket d’e-hoc’h e vec’h laer, evelato e kav d’in e ve brao, pa’z eo bet furchet ann holl, e vec’h furchet ivez. — Ma n’euz nemet ann dra-ze da ober, ne vezo ket pell ann abadenn. Ha Gradlon ha planta he zaou zourn enn he c’hodellou a bep tu, ha tenna gant he zourn deou ann anaf a ioa leiz he graban anezhi. — Ac’hanta, eme Gristof, o c’hoarzin goap ; piou eo al laer brema ? — Kredi a ve great, eme ar roue, eo me eo, ha koulskoude ne ket me eo am euz lekeat ann anaf-ze em godell. — Kaer ho pe nac’h. roue, eme Gristof, piou a ve evit kredi ac’hanoc’h, ma na lavarfenn-me ket ar wirionez ? Ar pez hoc’h euz lavaret a zo gwir ; n’eo ket c’houi hoc’h euz lekeat ann anaf-ze enn ho kodell. Eat eo ebarz evel ma’z eo eat e kof ho merc’h ar map e deuz ganet.

Gradlon a oe neuze eur pennad he spered e zav, o trei hag o tistrei war ar pez en doa klevet gant Kristof. Pa zeuaz enn-han he-unan, e oa laouen hag e lavaraz : — Muioc’h a skiant hag a spered ac’h euz, te Kristof, evit kement hini ma’z omp ama, ha mar kerez dont gan-en da gear Is, te ha da c’hrek hag he map, e vezi roue war va lerc’h. — Ne d-inn ket, eme Gristof, it d’ho kear pa gerrot ; me a choumo ama, gwelloc’h eo gan-en. Ho kear Is, roue, ne bado ket pell amzer mui, rak me am euz tenmet ar wezenn zero vraz a ioa o viret oc’h ar mor da zilammet war-n-ezhi, kenta reverzi a vezo. Roue, n’ankounac’hait ket ar pez a lavarann d’e-hoc’h : Kear Is a vezo goloet holl gant ann dour mor.

Ar pez a lavaraz Kristof da C’hradlon a c’hoarvezaz, hag anez he varc’h, he-ma a vije bet kollet evel ma oe tud ar gear a Is. Evit Kristof, n’euz bet hano anezhan abaoue, ha ne oar den da be leac’h eo eat gant ar vamm hag he map.



————
  1. Charmante locution. Voyez la note au texte français.