Pa zeuaz ar Zent koz da Vreiz,
Da zigas d’hon Tadou ar Feiz,
Eur groaz dero a oe zavet
War daoliou-mein an Drouizet.
War ar peulvan, er menez-braz,
Kroaz Jezuz-Krist a ziskouezaz
E oa torret ren ar pec’hed,
Koulz hag hini ar baganed.
Enn henchou doun, pa dremene,
Ar C’heltiad, kristen neuze,
O weloud arwez ar Zalver,
A stoue d’ezhan he benn terr.
Goude-ze, war ann aoteriou
A oe zaved enn ilizou,
Ar groaz santel a lekeaz,
Ha war he dour kleuz he gwintaz.
Hogen ann amzer a groge
Er c’hroaziou koad hag ho breine ;
Eur re a lavaraz dre c’hoarz :
« Ar mean er meaz, ar c’hoad ebarz. »
Ha setu he-man da ober
Gand eur mean kaled eur c’halver :
Ar C’heltiaded he dadou
Gant bili a rea ho armou !
E berr amzer e oe gwelet
Dre Vreiz kalz a groaziou zavet ;
Distumm e ioa kalz anezho,
Hernot ne ioa ket c’hoaz er vro.
War gaeraad ez eant bemdez,
Stang e ioa ar c’hroaziou nevez ;
Hogen ann houarn, pa darzaz,
A reaz doc’h-tu eur c’hoari vraz.
Gread a oe gant-han morzoliou,
Gread a oe gant-han kalz iennou ;
Morzol ha ien, orz ha kizel
A faoute gerrek Breiz-Izel.
A dro vad ann holl gretourien,
Skoazellet gand ar veleien,
A grigne ar vein a vagad
Hag a zeskaz skeudenni mad.
E pad niver a gantvejou
E savaz enn Arvor kroaziou ;
Hogen dond a eure tud fall
Hag a reaz eur c’hoari all.
Doue a oe selled a dreuz
Hag he groaziou ho doe gwall reuz :
Torred, drasted ha dismantret
Gand ar bec’herien kounnaret.
Ar skeudennou a zibennent,
Ar re varo a heskinent ;
Droug ho devoa kalz euz eur be
Ha marved ind holl koulzkoude.
Truezuz braz e ioa gwelout
Ann traou-ze holl o c’hoarvezout ;
Ha Breiziz ker a hirvoude
Vel ann avel er c’hoz-tie.
Gand ar geod e ioa goloet
Ar skeudennou a ioa torret :
Eur c’har-groaz bennag enn he zao,
Ar c’hrist d’ann traou ne iao ket brao.
Ar gretourien genta maro
Hep rei da c’houzoud ho hano,
Pell amzer e oe dilezet
Eun dismantr ar c’hroaziou drastet.
Hogen eunn dervez e savaz
Er vro-man eur skeudenner braz :
Leun ez eo Breiz euz he hano,
Hag er c’hantvejou e vevo.
A viskoaz, gant tristidigez,
E wele koz-kroaziou bemdez,
Hag e laraz, eunn deiz a oe,
Enn eur dridal korf hag ene :
« Da enori Doue ann Tad
Sevel ar re-man a vez mad :
Me am bezo, euz ann Envou,
Ar c’halloud da ober kroaziou. »
Ann holl dud a oar, heb arvar,
E ro d’ar mean ar stumm a gar,
Hag e ma dre holl he groaziou
Er berrejou hag enn henchou.
Perag he veuli heb ehan ?
Da dad eo, ma mignoun bihan,
Ha gand dudi ha levenez
E wel ann holl draou kaer a rez.
Iaouang oud ha dija brudet,
Hag ar maoud ez teuz gounezet ;
Te a rai, m’hel lavar huel,
Kalz a enor da Vreiz-Izel.
|