Lefournier - Brest, 1870  (p. 2-62)




AR


MARVAILLER


BREZOUNEK


————


LABOUS AR WIRIONEZ


————


A-raok staga gant-hi. — Asa, va zud, eme ann ozac’h, ien eo ann amzer hirio ha n’eo ket ebad beza er-meaz. Ma vemp holl eta ama dirak eur c’horadenn vad a dan, ne ve ket drouk d’e-omp, a gav d’in, klevet marvaillou kaer hed ann noz — Gwir a livirit enn taol-man a-vad, eme ar c’hrek ; sada tud ama, leiz ann ti anezho, ha ne badfent ket da zelaou marvaillou kaer ar vro ma krenfent gant ar riou ; rak ne ket a-walc’h komzou, red eo oc’h-penn e ve pep-hini enn he eaz ha war he du.

Neuze ez eaz dioc’h-tu ann ozac’h da gerc’hat eur c’hrisienn zero tennet, kant vloaz a ioa, euz a Goat ann Noz. Kement oa ha kef Nedelek ha leiz ar siminal a ioa anezhi. Dre ma kroge ann tan er c’hrisienn, e teue tomder enn ezel ann dud dastumet eno evel eur c’helc’h braz enn­-dro d’ann oaled. Enn ho zouez edo ar Marvailler braz, lekeat gant ann ozac’h da azeza war he skabell.

— Brema, eme ar goazed hag ar merc’hed, eo staga gant-hi.

Goude c’houeza he fri ha pasaat da skarza he c’houzouk, ha lakaat he vorzed deou war he vorzed kleiz, ar Marvailler helavar enn eur ober sin ar groaz : — Va zud vad, eme-z-han, mont a rit da gle­vet hirio komz diwar-benn Labous ar wirionez. Piou ac’hanoc’h en deuz klevet ar marvaill-man c’hoaz ? — Den e-bed, eme unan. — Eunn dra gaer e ve, eme eunn all, klevet falla gaouiad a zo er vro (nemet me e ve) o vont da brezeg d’e-omp, evel ann aotrou persoun er gador, diwar-benn ar wirionez ! — Daoust ha perak ne rafe ket, eme ar Marvailler ? Ha ne vez ket kenteliet mad aliez ar re fur gant ar re ziskiant ? Ha nemet ez afe e-biou d’as fri-te, teod kaer ma’z oud, ar wirionez ne d-a morse da goll ; diwana ra e pep bro, ha kaer a vez klask ann dro da guzet ha da vouga anezhi, atao e sav war c’horre ann dour hag e teu da vad. Selaouit gan-en, ann dra-man a vezo gwelet divezatoc’h, gant ma tigorot mad, va zud, ho tiskouarn.

Arabad eo a-vad e ve grik e-bed, rak eur c’halz ac’hanomp a zo evel eur belek er gador ; pa choum he-man da zellet oc’h unan-bennag e leac’h derc’hel krog atao enn he neudenn, ez a he deod e gouzouk eunn all, hag e choum, eunn troad leue enn he c′henou he-unan. Neuze eo bourd.

Setu penaoz eo ar varvaillerien, pa vezont dis­troet diwar ho hent gant eur gomz-bennag all.

Brema emounn gant-hi.


————


NOZVEZ KENTA


————


Gwechall-goz ez oa e Breiz eur roue hag en doa eur map penn-her a reat Kalounek anezhan.

Pa oe ar bugel-man deut d′ann oad da vont d′ar skol, ar roue a glaskaz, da zeski anezhan, ann den gwizieka ha fura a ioa er vro.

Ar roue, den a skiant, a lavare ez oa ann deskadurez enn tu all d′ar madou ha d′ann enoriou. Deski mabik, eme-z-han, a zo gwelloc′h evit das­tum madou d′ezhan. Eur wezenn gaer eo ann deskadurez, eme-z-han c′hoaz, eur wezenn a zo war he fenn eunn tokad avalou melen aour ker kaer ha ker mad ha ma′z int huel dioc′h ann douar ; ann holl ne d-int ket evit tizout anezho.

Kavet e oe ann den a glaske ar roue anezhan ; kavet e oe, ha c′houi a gredfe, pell dioc′h kear, e-kichenn ar mor, enn eunn tiik soul. He-unan edo eno o choum, hag en em vaga a rea gant koz tammou grisiou louzou pe gant eur peskik bihan­-bennag a bake enn aod. Maga kaer he gorf ne rea ket ; he spered a-vad a rea founnuz noz-deiz gant he levriou, hag aliez e teue d′ezhan dizonjal dibri he voed, kement e kroge doun enn traou a lenne. Abarz nemeur ez eaz dre ar vro ar brud euz he wiziegez, hag a bep korn e teuet a voleadou da c′houlenn kelenn digant-han, o veza ma teue pep tro da vad ar pez a veze great dioc′h he lavar.

Ar roue eta o veza klevet hano anezhan, hag ivez ez oa gwir ar pez a ioa bet lavaret diwar he benn, a gemennaz d′ezhan dont d′al lez d′he gaout evit lakaat he vap etre he zaouarn.

E skol eur mestr ken desket, map ar roue a zeuaz da veza gwiziek e berr amzer ; hag e-pad ma oar a veac′h ar vugaleigou all lenn ha skriva, ar prins iaouank a wie eur garg traou, kouls la­varet.

A-benn nebeud bloaveziou goude, ez eaz map ar roue gant he vestr da ober eunn dro dre ar broiou bell da zeski penaoz e veve ann dud etre­-z-ho ha pe c′hisiou, pe lezennou a ioa gant-ho ; emichans ez oa ivez evit ma raje al lezennou gwella da dud he vro pa vije roue he-unan. Eur zonj all en doa bet m′oar-vad ar roue o kas he vap d′ar rouantelesiou all ; evit lakaat anezhan da anaout ann hini a blijfe muia d′he galonn evit pried divezatoc′h, rak dont a rea enn oad dimezi.

Hogen kaer ho doe mestr ha skolaer mont ha dont, bale dre ama ha dre a-hont, e nep leac′h map ar roue ne gavaz botez d′he droad, na merc′h dioc′h he c′hoant. Distrei d′ar gear a reaz, hag evel a-raok mont kuit, ec′h en em lekeaz a-nevez da labourat gant he vestr.

Dre ho frezeg e tivizent bemdez ho daou diwar­-benn peoc′h ba brezel, diwar-benn furnez, spe­red ha kant tra all. A-wechou ivez, evit aveli he benn, ar prins iaouank a iea he-unan da ober eur bale e kear ha war ar meaz, o c′houlenn oc′h he­-man hag oc′h hen-hont petra reant, penaoz e ve­vent ha petra a gredent diwar-benn ar roue hag ar rouantelez.

Eunn dervez ma′z oa eat pelloc′h evit ma′z oa boaz, ec′h en em faziaz war he hent. Mont a reaz enn eunn ti zoul da c′houlenn dre be leac′h oa d′ezhan distrei e kear. Pa zigoraz ann or, e welaz eno azezet war ann oaled eunn den deut war ann oad, hag enn he gichenn eur verc′h koant c′houe­zek vloaz pe war-dro. Hou-man a lenne d′he zad enn eul leor koz-koz.

Map ar roue a zelaouaz anezhi eur pennad euz a lost ann ti hep lavaret ger, hag o veza tosteet ha goulennet he hent, e reaz eur zell oc′h ar plac′h iaouank a ioa kaer evel ann deiz, petra-bennag n′oa enn he c′herc′henn nemet dillad dister, evel re ar merc′hed diwar ar meaz. Oc′h he gwelet, map ar roue a zeuaz he galoun da deneraat ha da domma ; ha p′en doe klevet anezhi o prezeg, e oe tost d′ezhan choum mantret, ker brao oa he c′homzou.

Ar plac′h iaouank-man a zerraz he leor hag, hep gouzout piou a ioa eno, a lavaraz da vap ar roue ez aje, mar karje, da ziskouez d′ezhan ann hent. — Ia a-vad, eme he-man ; hag hi dioc′h-tu ha mont d′he ambroug eur pennad.

Map ar roue distro d′al lez, ne oe mui evit di­zonjal er plac′h iaouank en doa gwelet e ti ann tiek koz, ha kaer en devoe goude-ze lenn ha skriva muia ma c′helle, ne wie tamm petra rea, o veza ma′z edo he spered atao gant ar plac′h iaouank. Evit lavaret berr, dont a reaz da garet kement anezhi, ma koazaz a-zeiz da-zeiz ha ma kouezaz klanv.

Galvet e oe medisined d′he gaout, da welet pe­tra a c′hoarie gant-han ; hag ar re-man, goude goulenn e pe leac′h en doa poan, a lavaraz d′ar roue oa kaloun he vap stag enn tu-bennag, hag e ka­re eur plac′h iaouank ne grede ket lavaret piou oa.

War gement-man ez eaz ar roue da gaout he vap. Goulenn a reaz out-han hag ez oa gwir e kare eur verc′h iaouank : — Lavar d′in piou eo, eme­-z-han, n′as pez aoun e-bed, rak ha pa ve merc′h eur pillaouer e ve, es pezo anezhi evit pried, mar fell d′id he c′haout.

Neuze ar map o tihuna evel euz eunn huvre, a lavaraz : — Ia, va zad, karet a ran merc′h eul labourer douar, hag o welet pegement a gemm a ioa etre he stad ha va-hini-me, petra-bennag ma teu pep stad digant Doue, evelato ne gredenn ket lavaret ger d′e-hoc′h diwar-benn ann hini a ga­ren, gant aoun n′ho pije tamallet ac′hanoun. Bet ounn e meur a vro hag e nep leac′h biskoaz n′em euz gwelet eur verc′h ker kaer ha ker fur.

— Mad ! eme ar roue ; e pe leac′h ema-hi o choum, ma′z inn bremaik dioc′h-tu d′he goulenn d′id evit pried ? Kalounek a lavaraz neuze d′he dad e pe du e kavche anezhi ha penaoz en doa he anavezet hen he-unan.

Ar roue, den a c′her a ieaz dioc′h-tu hep mar­c′hata da di ann tiek koz. O tibri he lein edo he­-man p′en em gavaz ar roue a c′houlennaz ha n′oa den e-bed o choum gant-han. — Eo da, eme ann tiek ; eur verc′h iaouank am euz hep-ken ; eat eo d′ar skol. O veza n′ounn ket pinvidik ha n′e de­vezo war va lerc′h na madou na leve, em euz kre­det e vije ar gwella d′ezhi beza desket mad. Ann deskadurez, a gav d′in, a zo evel ann heol a bella pep tevalijenn.

— Mad a livirit, eme ar roue, hag eunn den fur oc′h, a gredann ; dre gefridi ez ounn deut d′ho kaout ; evit ho merc′h eo. Bremaik e lavarac′h n′ho poa madou na leve da rei d′ezhi ; me am euz madou braz ha mar kirit rei anezhi d′am map evit pried, e vezo euruz ; karet meurbed eo gant-han. Me zo roue e Breiz ha va map a vezo ivez war va lerc′h.

Ann tiek koz a lavaraz ne virche ket oc′h he verc′h da zimizi gant ann hini a garche. War ge­ment-se e raio dioc′h he mennoz, ha nemet e vezo euruz gant he fried, n′euz forz pe map tiek, pe map roue. Evelato gortozit eur pennad, eme-z­-han, va merc′h ne zaleo ket d′en em gavout.

N′oa ket he c′her peur-lavaret gant ann tiek koz, ma tigoraz ann or ha ma welaz ar roue n′oa ket gaou en doa klevet gant he vap. Souezet-meurbed e oe dirak kemend all a c′hened ha biskoaz, hag hen koz, n′en doa gwelet merc′h e-bed a vije, na tost zo-ken, ker kaer hag ar plac′h iaouank-man.

Dioc′h-tu ar roue, hep klask troidell e-bed d′he gomzou, a lavaraz d′ezhi : — Va merc′h, ha falve­zout a rafe d′e-hoc′h dimizi gant va map, ann den iaouank oc′h bet, brema ez euz eur pennad, o lakaat war he hent.

Ar plac′hik koant, pa glevaz ar c′homzou-ze hag ez oa ar roue he-unan oa, a rusiaz evel eur c′hla­ouenn dan hep lavaret ger ; ne wie e pe leac′h mont nag e pe du trei, pa c′houlennaz neuze he zad out-hi ha bez′ e vije evit karet map ar roue ?

— Ia, mar d-eo fur ha desket evel m′oar-vad ez eo, eme ar verc′h.

— Neuze, eme ann tiek, ez oud a-vrema pried feal d′ezhan, endra vezo buez enn da galoun.­ — Ia, va zad, eme ar verc′h.

Ar roue, pa glevaz anezhi, a oe laouen holl hag a zistroaz buhan ac′hano da zigas ar c′helou d′he vap. He-man a oe pare hep dale, hag a-benn nemeur e oe great ann eured.

Ann holl beorien euz ar vro a oe pedet da vont da lez ar roue, hag a-raok ar fest, a badaz teir zi­zun hed-da-hed, e oent gwisket a-nevez flamm penn kil ha troad. Pep-hini anezho, enn eur zis­trei goude d′ar gear, a lavare : — Ra vezo euruz merc′h-kaer ar roue, ra vezo euruz gant he fried hag he fried ivez !


————


EIL NOZVEZ


————


Kalounek, map ar roue, a gare meurbed he bried iaouank ; evelato ne choumaz er gear gant­-hi nemet eunn tri miz pe war-dro. Ar roue, he dad, dre ma′z oa re goz anezhan evit mont euz he rouantelez, a lekeaz he vap enn he leac′h e penn brezelerien ar vro evit mont a-enep ar Zaozon fall a ioa dilammet e Breiz. N′oa ket da zale ha mall oa stourm out-ho, rak ar brud a ioa e lazent hag e tevent dre ma′z eant. Rankout e oe ′ta d′ar prins iaouank mont dioc′h he garan­tez. A-raok kuitaat dioc′h ar gear, e lavaraz d′he vamm ha d'he dad lakaat evez ne c'hoarvezche drouk e-bed gant he bried karet : — Eur c′hrek fur am euz, eme-z-han, ha birvikenn ne droio da fall. Rak-se ′ta na list ket anezhi da gaout diouer nag ezomm a netra e-bed ; ann nep a raio poan d′ezhi, a raio d′in ivez. Goude-ze map ar roue a gimiadaz dioc′h he bried ker ha dioc′h he dad hag he vamm.

Kalounek e penn he zoudarded ne oe ket pell evit lakaat ar Zaozon da dec′het enn he raok ; bep taol ho deveze lamm.

Koulskoude he bried choumet el lez, p′en em welaz he-unan eno, a ieaz enn he c′hampr e pe leac′h ne rea mui nemet gwela bemdez. Da genta he mamm-gaer a lezaz anezhi da ober evel a gare ; ann dra-man a-vad ne badaz ket pell. Taget gant ar warisi o welet pegement ez oa karet merc′h ann tiek gant he map, ar rouanez koz a lekeaz enn he fenn koll he merc′h-kaer. Evit dont a-benn a ze, e lekeaz tud da deurel evez oc′h kement a rea ar c′hrek iaouank ; ha kaer e devoe ann hini goz, ne gavaz netra da damall d′ezhi.

Eur miz goude ma′z oa eat Kalounek d′ar bre­zel, ar rouanez a skrivaz d′ezhan e save eunn nebeud brinidenn ha tavancher he bried, evit rei da anaout d′ezhan ez edo o tont da veza brazez. Laouen e oe Kalounek gant ar c′helou-ze, rak he bried he-unan a skrive d′ezhan ivez hevelep tra.

Nebeud-a-nebeud goude-ze ar vamm-gaer a dennaz digant pried he map ar plac′hed hag ar re all a ioa bet lekeat da zervicha anezhi ; nebeud-a-nebeud ivez e oe miret out-hi da vont er-meaz hag, evit lavaret berr, e oe kaset kuit euz al lez enn eur c′hoz-ti e korn eul liorz. Eno neuze e oe lamet digant-hi liou ha paper, evit miret na skrivche d′he fried, hag a-benn eur pennad e wilioudaz d′he amzer.

Ann dra-ze eo a c′hortoze ar vamm rouanez ; eunn den dioc′h he dourn e doa lekeat e-kichenn he merc′h-kaer. Hou-man a c′hanaz tri map bihan, kaer evel-d-hi ha ken hevel ho zri n′oa den evit anaout ann eil dioc′h egile, nemet dre verkou ho skoaz deou. Unan en doa merk eur gwarek, eunn all evel eunn houarn gwaff hag ann trede eur c′hleze. Ho mamm, tennet euz he foan-bugale, ne c′hellaz ket gwelet ann tri-man, ha da gredi e oe roet d′ezhi e doa bet tri gi bihan. Kement-man a oe ivez kemennet da Galounek ha, dre al lizer a lavare d′ezhan ar c′helou-ze, e oe goulennet out­-han petra vije great oc′h ann tri gi bihan.

Kalounek a lavaraz derc′hel anezho el lez gant ho mamm ha miret n′ho divije diouer e-bed ken na vije distro. Map ar roue en doa diskred war he vamm, dre ma′z oa maro he dad ha ma rea hou­-man breman ar pez a gare.

Ar brezel a ioa tost da echui, ha Kalounek en doa mall da zistrei da welet he bried, pa zeuaz ar c′helou d′ezhan ez oa maro. Neuze ar prins (n′oa ket c′hoaz sakret roue e leac′h he dad), mantret he galoun gant ar c′hlac′har, en em lekeaz gwa­soc′h-gwaz da skei war ar Zaozon, ma oe red d′ezho goulenn ar peoc′h. Kalounek, skuiz gant ar brezel, petra-bennag m′en doa klasket mervel abaoue m′en doa klevet ez oa maro he bried hag he garantez, a reaz ar peoc′h evit dont d′ar gear ha klevet petra a ioa bet c′hoarvezet. Kaout a rea d′ezhan atao ez oa bet great eunn drouk-bennag d′ezhi.

Ar pez a grede n′oa ket gaou. Ar rouanez e doa kaset he bried pell dioc′h al lez, enn eunn toull doun dindan ann douar gant ann tri gi bihan. Eno e veze roet d′ezho ho fevar, dour ha bara zeac′h da zibri ha da eva. A-walc′h oa evit ar chas, hogen evit ar c′hrek iaouank, ar boed-ze a ioa ken dister ma treutaaz evel eur geuneudenn.

Pa oe klevet edo ar roue iaouank o tistrei, e oe tennet ann tri gi bihan er meaz ha great stad anezho.

Kalounek, p′en em gavaz, a glaskaz gouzout penaoz ez oa maro he bried ; goulenn a reaz oc′h he-man hag oc′h hen-hont, ha pep-hini a lavare ez oa maro gant anken ha keuz d′ezhan. Gevier oa ha biskoaz ne c′hellaz anaout ar wirionez, rak ann holl a ioa bet gounezet gant he vamm evit nac′h out-han ar pez aioa bet c′hoarvezet. Evelato kaer en doa n′oa ket evit distrei dioc′h he spered ar zonj euz he bried karet ; aliez zo-ken ec′h huvree diwar he fenn, ha bep gweach e kave d′ez­-han gwelet anezhi glac′haret ha dismantr evel eur spez, oc′h en em erbedi out-han hag oc′h he c′hervel, astennet he divreac′h gant-hi etrezek enn-han.

War-benn eur bloaz-bennag goude, he vamm, o welet pegen ankeniet oa Kalounek, a lavaraz e vije mad d′ezhan dimezi adarre. — Nann, nann, eme he-man, ne zimezinn birviken ken, rak evel m′am euz karet merc′h ann tiek paour ne garfenn grek all e-bed.

Diwar neuze e oe lezet da goaza he c′hlac′har gwella ma c′helle. D′he levriou e tistroaz evel pa oa iaouank. Eul leor mad, a lavare, a zo ar gwella mignoun a c′hallfet da gaout, o veza ne lavar netra nemet evit pep mad ann den.

Distroomp brema war hor c′hiz ha deomp da dri bugel pried ar roue iaouank, a zo bet lezet gan-e-omp du-ze etre daouam ho mamm-goz.

Hou-man a c′hourc′hemennaz ober eur c′havell koat e doare eur vag, goloet kloz gant eur goul­c′her. Lakaat a reaz ebarz ann tri bugel hag enn ho c′hichenn eur warek, eunn houarn-gwaff hag eur c′hleze ; hag oc′h-penn aour hag arc′hant e-leiz. Neuze e c′hourc′hemennaz stlepel anezho er ster a dremene eno tost d′al lez.

Ar c′havell, o vont gant ann dour, a oe kaset e stank eur vilin er mare ma′z ea ar miliner da zigeri ar ranvell ha da lakaat ar vilin da vala. Souezet o welet ar pez koat-man war ann dour enn he stank, ar miliner a oe souezetoc′h c′hoaz, pa oe tennet gant-han ar c′havell war ar zeac′h ha pa oe digoret gant ann alc′houez a ioa oc′h ar potaill, o welet ez oa enn-han tri vugel kaer gant armou hag eur maread a arc′hant. Kas a reaz buhan ar vugale d′he c′hreg, ar vilinerez, enn eur lavaret d′ezhi e tlie sevel ha maga anezho evel he bugale he-unan.

Ar c′hrek-man, kaloun eur vamm enn he c′hreiz, a lavaraz d′e han e vije great evel ma kare, ha dioc′h-tu e walc′haz hag e wiskaz anezho, gwella ma c′hellaz.

Ann tri vreur-man, dre aked ho zad hag ho mamm mager, a zavaz a-zeiz da-zeiz enn-dro d′ar vilin, ker koant ha ker kaer ha teir wezennik haleg hed ann dour. Dre ma kreskeat ez eant da c′hoari e-touez ar vugale all a rea anezho Gwarek, Gwaff ha Kleze, hervez hano ar merkou a ioa war skoaz deou pep-hini anezho hag ann armou a ioa bet kavet enn ho c′hichenn.

Eunn dervez e-pad ma′z edont a-zevri gant-hi, o c′hoari ar gornigell, e savaz kroz etre Gwarek ha map hena ar miliner. He-man, drouk enn-han, a lavaraz : — Te n′oud ket breur d′in, na Gwaff na Kleze ken-nebeud, ha va zad ha va mamm n′int ket ivez tad, na mamm d′e-hoc′h ; n′ho deuz great nemet ho maga.

Ann tri vreur, pa glevchont ann dra-ze, a ieaz ac′hano dioc′h-tu da gaout ar vilinerez da lavaret d′ezhi petra ho doa klevet. Hou-man, evit ho la­kaat da zont war ho zu, a lavaraz d′ezho ez oa gaou ho doa klevet, ez oa hi ho mamm hag ar miliner ho zad. Evelato, kaer e devoe, ne c′hellaz biskoaz diwar neuze lakaat anezho da gredi ez oant bet ganet er vilin e-touez ar vugale all, hag oc′h-penn n′oant hevel tamm e-bed out-ho. Diwar neuze Gwarek, Gwaff ha Kleze, ho zri atao ho-unan, a c′hoarie etre-z-ho. Muia ma c′hellent e pelleant dioc′h ar vugale all, o veza, eme-z-ho, n′oant ket karet gant-ho. Evel-se nebeud-a-nebeud ec′h en em guzulient diwar-benn ho doa da ober.

Pa oe paket ho c′houezek vloaz gant-ho, ann hini a reat Gwarek anezhan a lavaraz d′he zaou vreur all a felle d′ezhan mont kuit. — Pa′z eo gwir a lavarer, eme-z-han, n′emomp ket aman er gear ha n′hon euz hon tri na tad, na mamm ana­vezet, me breman a fell d′in klevet ha gouzout euz a be leac′h ounn.

Evel-d-oun-me, c′houi ivez breudeur, hoc′h euz klevet meur a weach hano euz a Labous ar wirionez ; ne ve ket fall, a gredann, d′ann eil goude egile ac′hanomp, mont da glask her paka, ha pa vezo paket e wezimp diout-han piou eo hor c′herent hag e pe vro emaint.

— Gwir a leverez, eme ann daou all, ha breman p′emomp enn oad da vale, ez eo red d′e-omp mont enn hon tro, pa n′omp ket ginidik ac′hann. — Mad, eme Gwarek, me ielo da genta war­c′hoaz da c′houlou-deiz. Setu aman ar warek a zo bet roet d′in gant ar miliner ; mont a rann da staga anezhi oc′h ar wezenn lore a zo aze e korn ar liorsik. Pa welot e vezo kouezet d′ann douar, e c′hellot lavaret e vezinn maro, ha neuze unan ac′ha­noc′h a ielo d′he dro da glask Labous ar wirionez, ha goude ann eil, ez aio ann trede da ziveza.

A-unan ho zri war gement-man, Gwarek, pa oe distro d′ar gear enn deiz-ze, a lavaraz d′ar vilinerez : — Warc′hoaz abred, va mamm, e fell d′in mont kuit ac′han, ha mont a rinn. — Ha da be leac′h ez i-te ? Petra ec′h euz ezomm, ha n′en em gavez-te ket eaz ama ? Piou a ra poan d′id ? — Den na netra, eme Gwarek ; evelato mont kuit a rinn, e leac′h ma karo Doue va c′has. Rak-se ′ta, va mamm, va list da vont, lekeat eo em fenn gan-en.

Ar vilinerez a welaz neuze er-vad ne vije ket evit hen distrei. Rei a reaz d′ezhan muia ma c′hellaz a arc′hant, hag antronoz a-raok sao-heol, Gwarek en doa kimiadet dioc′h he dad hag he vamm mager ha dioc′h he zaou vreur ivez a ieaz eur pennad da ambroug anezhan.

Daou zervez a ioa abaoue ma′z edo o vale p′en em gavaz d′ar pardaez e-kreiz eur gompezenn ledan hag huel. Ac′hano e wele a bell ann heol ruz-flamm o steredenna evel eur pez kelc′h tan, a-raok mont da guzet. Gwarek neuze a c′houlenne enn he galoun beza sklerijennet gant heol ar wirionez, gant ar c′houlaouenn gaer-ze edo o klask dre bep hent, evit ren anezhan war-zu he dad hag he vamm.

He zaoulagad savet enn env, ne welaz ket neuze enn he gichenn eur gornandounez koz-koz o c′hou­lenn eunn tamm bara digant-han enn eur astenn he dourn. — Eunn tamm bara, eme Gwarek, pa glevaz ha pa welaz anezhi, n′em euz tamm e-bed mui, mammik koz ; arc′hant a-vad ho pezo mar kirit. — Bennoz Doue ! a-walc′h eo, ha gouzout er-vad a rann hoc′h euz kaloun vad ; n′em euz ezomm e-bed a arc′hant ; eunn tamm bara a vije bet gwell gan-en, m′ho pije bet da rei d′in. Va den mad, eme-z-hi, da be leac′h ez it-hu dre ann hent-man ? — Diez e ve d′in lavaret, mamm goz, rak ne ouzounn ket va-unan. Mont a rann da glask Labous ar wirionez ; al labous-ze n′euz hini evel-d-han hag a lavar da nep a c′hell he baka ar pez en deuz c′hoant pe ezomm da anaout.

— Mar d-eo Labous ar wirionez a glaskit, eme ar c′hrac′h koz, me a c′hell ho kelenn diwar­-benn tizout anezhan. Tri dervesiad bale a zo c′hoaz da ober a-raok en em gavout gant al labous-ze ; bez′ ema e bek eur wezenn vraz hag huel enn eur gaoued aour. Ar wezenn m′ema al labous-ze ebarz a zo e-kreiz eul letonenn ledan, dirak eur maner a zo kaer-meurbed. Miret eo eno gant pep seurt loened heuzuz a strink tan ha luc′hed dre ho daoulagad, dre ho genou hag ho fronellou. Se­laouit c′hoaz : Al labous a glaskit, ar c′haera zo, a zo ivez Labous ar gaou ken na vez paket. Dre-ze eta na gredit ket ar pez a lavaro d′e-hoc′h, pa viot o pignat oc′h ar wezenn. D′ar c′houls-ze he vouez flour a vezo evel aezenn ann hanv, ha lavaret a raio d′e-hoc′h : — Sell d′ann traon, map, sell oc′h da dad, sell oc′h da vamm ! Neuze arabad her selaou, arabad plega ho penn nag ho taoulagad, rak dioc′h-tu e kouezfac′h hag e varvfarc′h evel e-leiz a re all a welot eno mik tro-war-dro. Red eo oc′h-penn e vec′h eno d′ann taol a gresteiz.

Goude selaou piz ann hini goz, Gwarek a ieaz adarre, hag a-benn tri dervez en em gavaz dirak gwezenn Labous ar wirionez. Tostaat a reaz war­-benn ma vije kresteiz klok. Pa glevaz ann taol kenta o seni er maner, e lammaz oc′h ar wezenn hep sellet oc′h al loened heuzuz a ioa gourvezet ha kousket tro-war-dro e-mesk ar re varo.

Al labous, pa welaz anezhan o pignat, a lvaraz : — Mignounik, te zo, ha n′eo gwir, o klas da dad ha da vamm ; mar kerez ho gwelet, sell d′ann traon ; emint aze dira-z-oud.

Gwarek, he c′hoad o virvi hag ankounec′heet gant-han kelenn ar gornandounez koz, a reaz eur zell a gorn oc′h traon, ha dioc′h-tu he zivreac′h a zounnaz out-han hag e kouezaz maro d′ann douar.

N′oa ket c′hoaz he gorf astennet mad war al letoun, ma koueze ivez e kornik liors ar miliner ar warek en doa staget oc′h ar wezenn lore. Ann daou vreur, pa weljont dre gement-se ez oa maro ho breur, a lavaraz etre-z-ho : — Pehini ac′hanomp a ielo breman da glask Labous ar wirionez ? — Me, eme Gwaff ; va zro zo deuet, ha pa weli kouezet d′ann douar ann houarn gwaff-man a lakaann e leac′h gwarek hor breur, neuze e vezo deut da dro da zont war va lerc′h, rak, maro e vezinn ivez.

Gwaff a ieaz eta antronoz hag a ieaz, kouls lava­ret, war roudou he vreur penn-da-benn. Gant Gwaff ivez ec′h en em gavaz ar gornandounez koz e doa kelennet Gwarek, hag evel m′oa maro he-man dre choum hep heulia ann aliou mad en doa bet digant-hi, evel-se ivez Gwaff a varvaz e-tal gwezenn Labous ar wirionez.

Ar pez a c′hoarvezaz gant ann daou-man a zesk d′e-omp ez eo red senti oc′h kelennadurez ar re fur, n′euz forz piou int, pe anez e varvimp hep dont a-benn da ober ar pez a fell d′e-omp. Ann houarn gwaff a ioa bet staget oc′h ar wezenn lore, a gouezaz ivez er mare ma koueze he vestr.

Kleze brema, o welet ez oa maro he zaou vreur, a ia kuit d′he dro euz a di ar miliner, goude planta doun he gleze er wezenn lore. En em gavet ive gant ann hini goz, hou-man, evel ann diou weach kenta, a c′houlennaz eunn tamm bara di­gant-han. — Ia da ! eme Gleze, bez′ ho pezo ; dalit ha debrit endra bado. — Ha gortoz a rafac′h, den iaouank, eme ar c′hrac′hik koz, ken n′am bezo debret eunn tamm ? — Perak ne c′hortozfenn-me ket, eme Gleze, amzer am euz ; e nep leac′h brema den e-bed ne c′hed ac′hanoun. — A gav d′e-hoc′h ! Me ne gredann ket ann dra-ze evel-d-hoc′h, ha pa ho pezo paket Labous ar virionez emoc′h o klask, neuze e welot koulz ha me e tleit kaout fisians, hag ez oc′h gortozet gant meur a hini. Selaouit ha klevit mad ac′hanoun : Dre ama, n′euz ket gwall-bell c′hoaz, ez euz tremenet daou zen iaouank all hevel ouz-hoc′h hag ho preudeur, m′oar-vad ; ho daou int maro o veza n′ho deuz ket great ar pez am boa lavaret d’ezho. Setu eta aman ar gelenn am euz roet da bep-hini anezho ha d’e-hoc’h-hu ivez breman. Labous ar wirionez, n’euz hini evel-d-han er bed, a zo e bek eur wezenn gaer, enn eur gaoued aour, dirak eur maner n’en deuz ket he bar war ann douar. E traon ar wezenn a lavarann hag a zo e-kreiz eul letonenn vraz, ez euz o tiwall al labous e-leiz a loened spountuz a strink tan dre ho genou, dre ho daoulagad hag ho fronellou. Ken na vez paket, Labous ar wirionez a zo Labous ar gaou ; rak-se ’ta na gredit ger d’ezhan, pa lavaro d’e-hoc’h sellet d’ann traon, dre ma pignot oc’h ar wezenn. Na rit van eta oc’h he glevet, prennit ho tiou­-skouarn ha savit atao ho taoulagad d’ann neac’h, rak gant eur zellik hep-ken, eur zellik d’ann traon, e kouezfac’h maro e-kichenn ho taou vreur. Bez’ e tleit en em gavout e-tal ar wezenn d’ann taol kenta a gresteiz. Er mare-ze eo e kousk al loened, ha ne zihunont nemet eunn hanter heur goude. D’ar c’houlz-ze a-vad e vezo red d’e-hoc’h beza great ho tro ha beza pell dioc’h ar wezenn, rak ma vec’h neuze war-nez taol d’al loened, e vec’h taget a-grenn gant-ho.

Pa ho pezo paket Labous ar wirionez, kaoued hag all, ha diskennel d’ann traon, likit dindan fri ho taou vreur hag ar re varo all a zo eno, al louzou-man a roann d’e-hoc’h, hag e savint dioc’h­-tu beo-buezek evel biskoaz, hag enn distro deut d’am c’haout gant ho taou vreur. Grit eta evel a lavarann d’e-hoc’h, stardit ho kaloun hag e teuot a-benn da veza treac’h ha da gaout e berr amzer ho tad hag ho mamm.

Goude lavaret ann dra-ze, ann hini goz a deuzaz a-zirak Kleze.

He-man a reaz penn-da-benn hervez ma’z oa bet kelennet ; en em gavout a reaz e-tal ar wezenn da gresteiz ; pignat a reaz out-hi hep selaou komzou kaer Labous ar wirionez a oe distaget gant-han, kaoued hag all, ha diskennet buhan d’ann traon.

Dioc’h-tu m’en devoe harp d’he dreid enn douar, Kleze, hep diskregi tamm euz ar gaoued, a dennaz euz he c’hodell louzou ar gornandounez koz hag a lekeaz anezho dindan fri ar re a ioa maro eno. Sevel enn ho zav a rejont holl rak-tal, ha goude trugarekaat Kleze, e kimiadchont diout­-han ha dioc’h he zaou vreur a ioa bet savet beo da genta. Ann tri vreur neuze a dec’h ac’hano buhana ma c’hell ho divesker kas anezho, hag o veza en em gavet war letonenn ar gornandonnez koz, e welchont anezhi o tont etrezeg enn-ho.

Laouenik oa, dreist-holl pa zelle oc’h Kleze. — C’houi, eme-z-hi hoc’h euz heuliet va c’helenn, ha mad boc’h euz great. Pevar c’hant vloaz zo emounn ama oc’h alia ar re a zo bet eat da glask Labous ar wirionez, ha petra-bennag n’oa diez ober ar pez a lavarenn, evelato den e-bed, nemed­-hoc’h-hu, n’en deoz sentet ouz-in. Ho taon vreur zo ama a oar brema petra dalv va c’homzou-me. Evid-hoc’h-hu, Kleze, va mignoun, n’hoc’h euz brema nemet goulenn digant Labous ar wirionez kement hoc’h euz c’hoant da c’houzout diwar-­benn ho tad hag ho mamm, hag e viot kuzuliet er-vad gant-han ; hen a lavaro d’e-hoc’h piou int, hag e pe vro emaint o choum.

E kement-se, a-raok ma’z eot kuit, ez eo red d’in ho trugarekaat ivez ha lavaret d’e-hoc’h piou ounn. Me a zo merc’h eur rouanez vraz euz a bell bro ; hoc’h oad am boa, a gav d’in, pa oe lavaret d’in gant va maerounez (eur gorrigez vad ha leal) mont da gerc’hat d’ezhi Aval ar gened a ioa enn eunn enezenn vihan e-kreiz eul lenn vraz. Ann aval-ze, eme-z-hi, a zo oc’h eur wezenn deut diwar skourr Gwezenn ann drouk hag ar mad, ha miret eno gant ann Ankou, krog enn he falc’h da drouc’ha neudenn ar vuez da gement hini a falvezfe d’ezhan paka ann aval-ze.

Va maerounez a gelennaz mad ac’hanoun : — Bale war ann dour a ri, eme-z-hi, gant ar re voutou seiz-man a roann d’id, ha pa vezi tost d’ann enezenn ha d’ar falc’her braz, n’es pezo ger da lavaret nemet steki ar meanik glaz-man oc’h bek he falc’h a ielo e ludu dioc’h-tu ha ne raio drouk e-bed d’id ; anez a-vad, eme-z-hi c’hoaz d’in, e c’hellfez mervel evel ma’z eo marvet ar re all ho deuz bet c’hoant da dizout ann aval-ze.

Me neuze, iaouank ha penn-skanv evel ho taou vreur, a zelaoue va maerounez gant eur skouarn hep-ken hep teurel evez, kouls lavaret, oc’h he aliou. Mont a riz eta, hag o welet pegen eaz oa bale war ann dour e choumiz pell da redek enn-dro d’ann enezenn, da c’hoari ha da ober goap euz ann Ankou. He-man, evel war ael, a droe enn tu ma’z eenn, he falc’h gant-han savet atao enn ear, war-nez tizout ac’hanoun. Eur weach enn eur drei evel-se diwar herr, e riz eul lamm krenn war ann enezenn, hag e-pad ma klaskenn va meanik glaz em godell, bek falc’h ann Ankou a stokaz enn-oun hag e koueziz eno dioc’h-tu. Ma ne varviz ket evel ar re all, e oe, m’her goar brema, dre c’halloud va maerounez en em gavaz eno hag am digasaz gant-hi d’he c’hear. Evit deski skiant d’in, va maerounez a lekeaz goude ac’hanoun da zont dindan eur gornandounez koz hag iskiz, evel a welit, ha da choum el letonenn vraz-man, dindan ann douar, gant kefridi ha kemenn da zont da gelenn ar re a vije evel-d-hoc’h o vont da glask paka Labous ar virionez. Lekeat oa d’in ivez gant-hi choum ama ken na vije paket gant unan pe unan. Dre-ze e welit er-vad, Kleze, hoc’h euz va zennet a boan, hag e tleann ho trugarekaat, evel m’hoc’h euz trugarekeet ac’hanoun.

Breman e teuinn d’am oad kenta, iaouank ha kaer evel ma’z oann pa oenn lekeat da gornandounez koz gant va maerounez.

Hou-man en em gavaz eno neuze. Gwisket oa gant eur zae wenn-kann ; hag hi koz-meurbed, iaouank-flamm oa da welet. War he zal a lugerne ez oa eur gurunenn ar gaera great gant mein a bep seurt liou, evel teuzet e-mesk ann aour hag ann arc’hant. Enn eur gregi e dourn he filiorez, a zeuaz ivez kaer ha koantik holl, e lavaraz da Gleze : — Evit ar pez hoc’h euz great d’am filiorez, oc’h-penn trugarekaat a zo red. Setu e teuot da veza eur roue braz e Breiz goude ho tad ; kement ho pezo c’hoant da ober a reot evit ar gwella ; enebour e-bed na c’hello herzel ouz-hor’h pell ; ho nerz a vezo enn tu all da bep galloud ann dud, gant ma viot leal e pep tra. Hogen evit hoc’h alia e-kever a reot, setu ar meanik glaz am boa roet d’am filiorez evit paka d’in Aval ar gened. Ne d-eo ket bet talvezet nemet da boan d’ezhi ; ra vezo gwelloc’h etre ho taouarn ! Kre-meurbed eo, rak distaget eo bet gan-en dioc’h penn ar mean-braz a dro war-n-han ar bed, evel eur rod war he ael ; tan na dir ne reont gaou out-han ; nemet ann drouk ne ra. N’ho pezo nemet kemeret anezhan pa ho pezo c’hoant euz a eunn dra-bennag ha, gant ma vezo mad ann dra-ze, ho pezo pep tra dioc’h ho c’hoant. Mar bez fall a-vad ho mennoz, ar mean glaz a rusio da genta hag a deuzo goude, mar kendalc’hit e drouk. Sentit ouz-in eta, Kleze, evel hoc’h euz sentet oc’h va filiorez. Me a wie er-vad e tliac’h dont d’he zenna a boan ; me eo am euz ho tigaset d’he c’haout evit ma vije euruz dre-z-hoc’h ha c’houi ivez dre-z-hi. Evel ma’z oc’h map da roue, hi a zo merc’h ; he zud a zo o ren war eur vro gaer enn tu all d’ar mor, hag a-benn pevar bloaz ama, va filiorez, kelennet mad evel­-d-hoc’h dre ar boan, a vezo goulennet d’e-hoc’h gant ho tad da bried, goude eur brezel en devezo bet oc’h ar Zaozon fall, hag ho pezo c’houi trec’het dre nerz ho meanik glaz. Dre-z-han ivez ho pezo anezhi da bried, hag e viot euruz gant-hi hed ho puez.

Goude lavaret ann dra-man, maerounez ha filio­rez a ieaz evel eul luc’hedenn, den ne oar da be leac’h.


————



TREDE NOZVEZ


————


Gwarek ha Gwaff a lavaraz neuze da Gleze goulenn oc’h Labous ar wirionez piou oa ho zad hag ho mamm, hag e pe leac’h e kavchent anezho.

Al Labous, pa oe goulennet out-han, a lavaraz : — Ho tad a zo map eur roue euz a Vreiz hag he-unan roue breman ; he hano zo Kalounek. Ho mamm, merc’h eul labourer douar, a zo bet le­keat gant ho mamm-goz, ar rouanez, enn eunn toull doun dindan ann douar e pe leac’h ne wel berad sklerijenn, ha n’e deuz ken boed nemet dour ha bara zeac’h. Ar rouanez koz e deuz lavaret d’ho tad ez oa maro ho mamm nebeud amzer goude beza ganet d’ezhan tri map, a oe lekeat tri gi bi­han enn ho leac’h ; c’houi ho tri oa ann tri map­-ze. Ho tad a zo o choum enn eur gear vraz e Breiz-Vihan, war lez ar mor, e penn ar bed. He gavout a reot o trei war-zu ar c’huz-heol hag o vont ac’han a gleiz rag-eeun.

Ann tri vreur-man a ieaz dioc’h-tu enn ho hent, hag a-benn eiz dervez goude ec’h en em gavchont war eur grec’henn huel a be leac’h e welent ar mor. Ann aod a ioa goloet war-n-hed c’houeac’h leo dro gant eur gear ar gaera a c’hellfet da welet. Eno ann tri-man a c’houlennaz oc’h al Labous hag er gear-ze eo ez edo ho zad ? — Ia, eme-z-han, ebarz ema, ha warc’hoaz, mar kirit, e c’hellot he welet ha komz out-han.

Eur roue eo ho tad ha n’euz roue hevel out­-han. N’euz soudard e-bed war he dro, na war-dro he lez ; miret ha diwallet mad eo evel kent gant he bobl a gar anezhan evel ho zad.

Warc’hoaz kenta e welot anezhan, eme al La­bous, ha mar kirit goulenn out-han lakaat ac’ha­noun-me da gana ha da brezeg, pa vezo oc’h taol gant tud he lez ha gant he gerent nesa, me a roio d’ezhan da anaout ez oc’h he vugale.

Evel a lavaraz al Labous a reaz ann tri vreur. Ar roue, pa welaz anezho ho zri ken hevel ann eil oc’h egile hag oc’h-penn c’hoaz hevel-buez oc’h be bried, a zeuaz he galoun da deneraat enn he greiz : — Ia, ia, eme-z-han out-han he-unan, ann tri baotr iaouank-man a zo ken hevel oc’h va fried keaz p’oa iaouank, ma kredann er-vad ez int va bugale. Deut, eme-z-han d’ezho, deut heb aoun warc’hoaz, ha me a zelaouo ho Labous ha c’houi ivez.

Mont a rejont antronoz, d’ar mare ma’z oa bet lavaret d’ezho, hag ar roue dioc’h-tu a droaz oc’h Kleze hag a c’houlennaz out-han dirak ann holl petra en doa c’hoant da ober ?

— C’hoant am euz, eme Gleze, da lakaat dira­z-hoc’h holl al Labousik-man da gana, ha goude da lavaret d’in ar pez am euz c’hoant da c’hou­zout diwar benn meur a dra a zo. A-raok a-vad ez eo red e ve prennet ann dorojou, rak anez va Labous na ganfe, na ne lavarfe ger.

Prennet e oe dioc’h-tu ann dorojou, hag al Labous da gana, ma oe ann holl mantret. Biskoaz skouarn na glevaz eur ganaouenn ken dudiuz ; lavaret e vije bet ez oa eunn ograou enn he c’houzouk. Mouez ann eostik hag ann alc’houeder n’oant netra e-kever kan al Labousik bihan-man. Pa oe distaget dioc’h he gan, ann holl a c’houlennaz a be vro oa. — Euz a vro ar wirionez, eme Gleze, ha bremaik e klevot gant-han traou hag ho lakaio souezetoc’h c’hoaz. — Va Labousik-me, eme ann den iaouank, sell oc’h ar re a zo ama oc’h ann daol, ha lavar d’in piou a zo er penn huela ? — Ar roue da dad ha tad da zaou vreur eo. — Ha n’ema ket he bried ivez e-touez ar mer­c’hed a zo ama ? — Nann, eme al labous ; he bried n′ema ket tost ama ; darn zo hag a gred ez eo maro, hag evel-d-oun-me meur a hini all a oar er-vad ez eo beo hag ema du-ze pell enn eunn toull doun dindan ann douar, e pe leac′h n′e deuz d′en em vaga nemet dour ha bara zeac′h. — Ha piou, va Labousik koant, en deuz lekeat anezhi eno ? — He mamm gaer ha re all zo ama, a zo bet gwalc′het ho daouarn d′ezho gant he arc′hant, evit tevel hag evit nac′h ar wirionez. Ar rouanez koz, gwarisi leiz he c′haloun oc′h he merc′h-kaer, a roaz da gredi d′ho tad e doa he bried ganet d′ezhan tri gi bihan. Ar re-ma a oe lekeat enn he c′hichenn el leac′h m′ema breman, hag ann tri gi-ze a oe tennet er-meaz, pa zeuaz ho tad euz ar brezel. Evelato, gant disfisians euz he vamm, ho tad distro d′ar gear, kaer en devoe goulenn oc′h he-man hag oc′h ben-nez, ne oe ket evit anaout ar wirionez ; kuzet e oe out-han kement tra a ioa bet great d′he bried e-pad ma′z edo e penn he zoudarded. Ha c′houi ho tri, c′houi he vugale, a oe lekeat enn eur c′havell e doare eur vag, ha stlapet e-kreiz ar ster a ia aze e-biou.

Setu petra zo c′hoarvezet, eme al Labous, ha kement a lavarann a zo gwir.

Ar roue iaouank, pa glevaz kement-se, a zavaz enn he zav hag a lammaz da c′houzoug he dri vap, enn eur lavaret a-boez he benn : — E-touez ar re a zo ama hag ho deuz lekeat ho daouarn da ober drouk d′am fried ha d′am bugale, hini e-bed ne d-aio er-meaz hep kaout gopr he labour. A-vrema e fell d’in e ve treac’h ar wirionez d’ar gaou. Ar gaou, m’hen argarz ! a zo tad ann drouk ; trouc’het e vezo, m’hen tou, beteg ar beo, e pe leac’h-bennag e vezo. N’euz stad dioc’h stad, na gwenn dioc’h gwenn evit ar gaouiad ; barnet e vezo gant ar wirionez, hag evel en devezo great d’ar re all a vezo great d’ezhan.

Va mamm, eme-z-han, ar penn kenta euz ann drouk hag euz ar boan am euz bet, a ielo e leac’h va fried da welet, d’he zro, hag ebad eo beva pell dioc’h goulou ann deiz, diwar bara ha dour. Evit ar re all, ne fell d’in gwelet hini anezho mui ; gouzout mad a rann piou ha ped int ; n’euz ezomm d’ho henvel. Setu !

Dioc’h-tu ar roue a lekeaz kregi enn he vamm ha mont gant-hi da gaout he bried. Hou-man, enn eur wela, en em strinkaz da c’houzoug ar roue pa­ glevaz piou oa, rak ne anaveze mui anezhan, hag hen ivez ne anaveze mui he bried, ker kastizet oa gant ann diouer euz a bep tra. Ar garantez ho doa ann eil oc’h egile e doa hep-ken dal’c’het anezho beo, dreist-holl merc’h ann tiek paour. Hou-man, ker mad atao ha ma’z oa bet ann dud fall enn be c’hever, pa welaz he fried o vont da lakaat ar rouanez koz enn he leae’h, a lavaraz :­ — Arabad eo e ve great poan da zen evid-oun-me, rak ne vezinn euruz birviken e-pad ma ouezinn en devezo eunn all da c’houzanv ar pez am euz gouzanvet. Beza pell dioc’h goulou ann deiz, beza beo hep beza e-touez ann dud, a zo diou boan ne ket diwar ar bed-man int. Arabad eta, arabad eo e ve den e poan evid-oun. Va fried ker, her goulenn a rann ouz-hoc’h dre ar garantez hoc’h euz ouz­-in, dre ar rann-galoun am euz bet pell amzer o veza eat diouz-hoc’h.

He fedenn a oe kavet mad gant ar roue a laoskaz neuze he vamm da vont ac’hano d’al leac’h ma karche. Ne oe klevet abaoue hano e-bed anezhi.

Dre nerz he c’harantez, ar rouanez iaouank a c’hellaz c’hoaz en em harpa er bed. Beva a reaz nousped bloaz goude ha mervel euruz etre di­-vreac’h he fried, he bugale hag he bugale-vi­han.

Evel e doa lavaret ar gorrigez koz da Gleze, a c’hoarvezaz. Sevel a reaz adarre brezel a-enep ar Zaozon, hag ar re-man a oe trec’het abred dre nerz map ar roue ne roaz ehan d’ezho ken na oent lekeat war ho genou, ken na oe red d’ezho gou­lenn ar peoc’h evit-mad digant roue Breiz.

Neuze Kleze a c’houlennaz oc’h he dad dimezi ha goulenn evit-han merc’h eur roue-bennag da­ bried. hep lavaret piou a falveze d’ezhan da gaout, dre ma wie e tlie beza ar brinsez iaouank a anaveze.

Ar roue a gasaz unan euz he berz da glask, enn tu all d’ar mor, merc’h roue Breiz-Veur en doa klevet hano anezhi, ha d’he goulenn evit pried d’he vap. Dre c’halloud ar meanik glaz n’en doa biskoaz kollet he liou nag he nerz, e oe aotreet d’ezhan hag e oe great ann eured gant-ho a-benn c’houeac’h sizun goude. Eur banvez a oe euz ar seurt ne oe gwelet nag a-raok na goude. Ann holl a oe pedet gant ar roue Kalounek da zont d’he lez ; ha kemend hini a ieaz di, ken paour, ken pinvidik, holl e tistrojont laouen d’ar gear o kana e pep leac’h kant ha kant bennoz all d’ar roue ha d’he dud holl.


————


Evel heol Doue dreist ar menez
E par goulou ar wirionez.


Setu !


Grit ho mad gant kemend hoc’h euz klevet, ar pez a garfenn eo.


Evel-se bezet. — Amen.


————