Le Dault, 1950  (p. 55-69)





Laou ha Per


Gwelloc'h eget aour ha gened :
Eur spered aes da bep pried.


— I —


Gwechall e oa daou diegez e Toull-ar-C’hefeleg, etre Pleiben ha Kastellin.

E unan anezo e veve Laou, lesanvet « Ar C’hoad » abalamour ma edo e di er c’hoad a oa bras d’an ampoent.

Bez’ en devoa Laou eur wreg eus ar re wella, ha gouzout a rae pegement e talveze eun teñzor ken dispar. Fant ne oa ket eur vaouez eus ar re goanta, hogen

Eur wreg fur hag hi divalo
A zo dreist ar gaera gwreg a zo.

Rak-se, an daou bried a dremene o buhez peoc’h etrezo ha dilogod o zi. Dinec’h e oant diwarbenn madou ar bed kerkoulz ha diwarbenn o oad a gerze, a zoug e gamm, ker goustadik hag ar ster vihan e-touez bleuñv ar prad.

Morse ne veze dizunvaniez etrezo. Pa gave da Laou e veze mad ober an dra-mañ-tra, e wreg a lavare eveltañ. Ha soñjezonou Fant a blije ivez da Laou.

A hend-all, aes-tre e tougent o samm : an tiegez a oa d’ezo, diou vuoc’h vat a oa er c’hraou, hag eur c’hant skoed bennak en eul loer goz en armel. Ne vanke netra d’ezo, ha mont a c’hellent da goz hep aon rak an dienez.

Eun dra hepken a rae poan d'ezo : an nao bugel o devoa bet a oa bet sammet abret gant an Ankou. Ne glemment ket evelato, rak soñjal a raent e vije o mibien eur gurunenn gaer d’ezo eun deiz er Baradoz.

…Eun nozvez ma edont o varvailhat, e-tal an tan, ennañ eur penngos dero ha sklosou lann, gwreg Laou a lavaras :

« Klev, va mignon : eur soñj a zeu d’in. Ma ’z afes da Bleiben da werza ar Velen ? Petra ’lavarez ? An Duez a zo eur vat a vuoc’h hag a ro laez kement ha teir-all. Amann a-walc’h hor bezo diganti he-unan. Ha neuze, perak labourat evit ar re-all ? Hor bugale, siouaz ! n’eus chomet nikun ebet anezo ganeomp. Diaes eo bet d’am c’halon, met p’eo gwir eo bet fellet gant Doue, n’hon eus ket da sevel en e enep. »

« O ! nann, ha kavout a raimp anezo dizale. »

« Ya, mignon. Ma eta, ha ne vefe ket mat divec’hia pelloc’h hon divrec’h paour ? N’eo ket labour a vanko d’eoc’h evit-se : eun dra bennak a vezo atao da zresa. Ha ni a vezo muioc’h a ze an eil gant egile. Petra ’soñjez ? »

« Warc’hoaz kenta ez in neuze. »

« Mat. »

Antronoz, Laou d’ar marc’had. Ne oa ket krog an heol c’hoaz da suna ar gliz a lintre, o luskellat, war ar geot laouen. Sin ar groaz avat en devoa lakaet Laou en e gerc’henn.

Met ar paour-kaez anezañ ! n’en deus ket soñj ken. Ha n’eo ket deiz ar foar eo a oa. D’ar merc’her edod, ha da veurz eo a veze marc’had e Pleiben.

Rak-se Laou ne gavas den da brena e vuoc’h digañtañ.

« N’eus droug ebet, » emezañ. « Ha petra goude ? N’em eus nemet distrei d’ar gêr, ha me a gav d’in na vezo ket hiroc’h an hent eget pa edon o tont. Ar Velen a vezo lakaet adarre en he c’hraou ouz he strapenn hag he nask, eun dornad brug dindani, eur vriad foenn en he rastell gant eur voetrabezenn drailhet bennak, hag echu va zamm tro kuit a chalamant. N’em bezo nemet dont en-dro a-benn an trede meurz, hep beza paket er wech-se avat. »

(Setu aze eun den ha n’eo ket nec’het avat ! a vezo lavaret marteze. Ma ! selaouit c’hoaz.)

Ha Laou en hent, goude eur bater e-tal ar Groaz vras ha goude beza diwisket e dog da sant Jermen benniget, ha graet sin ar groaz dirak Kroaz an Holen. Hag heñ kuit eus al leurgêr.

O tiskenn an hent kalet anvet bremañ hent ar Vered, e dreid brevet a loc’h war e lerc’h.

E Sao-penn-ar-gêr e wel Yeun ar Meilher o kas eul loen-kezeg d’ar vourc’h. D’ober petra ? an istor ne lavar ket. Met eul loen eo hennez ha n’eo ket eur c’harkan eo ; ha dibret eo ker kempenn, gant Fanchig ar Mous, ma c’hoarz ar geot gant al lufr da velezour d’ezo.

« Hir eo an hent, » a soñj Laou. « Bremaik e vezo noz. O sacha e-giz-mañ war nask va buoc‘h a rankan da stleja ha na ra nemet mouza ouzin, morse ebet ne c’hellin mont betek ar gêr. Ha va hini-goz he-unan du-mañ ! Ma n’eo ket eun druez beza o foueta bro gant eul loen ! Me a garfe gwelloc’h beza o tiwall ar yer war Venez Arre ! »

Ha pa soñj er marc’h :

« O ! va Jezuz benniget ! ma rofec’h eun aneval e-giz-se d’in-me bremañ, na me a ganfe kalonek meuleudi d’eoc’h ! Bezit meulet evelato daoust d’am foaniou ! Bezit meulet ganto ! Koulskoude, eul loen-kezeg a rafe va stal, hag ez afen d’ar gêr gant kement a fouge ennoun ha ma vez e markiz koz Bizien, eus a gichen Garz-Varia du-ze. Ha piou a vefe seder o welout he gwaz ker sounn e benn ha ken didort e gein hag eur paotr yaouank ? »

Ha war-ze e ra marc’had gant Yeun. Laou a ro e vuoc’h evit ar marc’h Laouig n’eo c’hoaz, da lavarout gwir, nemet eun ebeul.

Ne voe banne ebet.

E droad war eur maen-pignouer, hag ac’hano er stleug, setu Laou war e loen.

« Laou war Laouig ! koanta tra ! » emezañ.

Me a lavar d’eoc’h n’eo ket war an talier eo aet, ha ne grog ket er moue kennebeut. Eo marteze ! Met keuz a zeu d’ezañ dizale. Laouig a zo buhez ennañ hag eun tammig pendolok eo ivez.

N’emañ ket c’hoaz war Bontig-ar-Wern (hed pemp pe c’houec’h park diouz Sao-penn-ar-gêr), ma rank Laou diskenn diwar Laouig gant aon da veza graet leue anezañ d’e oad, ha stlapet da c’houredi an hent gant livenn e gein. Lerenn ar brid gantañ en e zorn, en deus bec’h o kas Laouig na ra nemet gwiñkal, o rei avel d’ar c’helien.

« Marc’had fall ! » a lavar Laou. « Va buoc’h a oa siouloc’h kalz. Keus am eus d’ezi. Allas ! re ziwezat oun bremañ. Eur wech-all ne vezin ket tiet (tapet). »

D’an ampoent, Yann ar Gwelien, eus ar vourc’h, a zeu da dremen gant eur pez pemoc’h lart-toaz a skub an hent gant e gof.

« Gwelloc’h eo, » eme Laou, « eun tach a c’heller ober eun dra bennak gantañ eget eur berlezenn n’eo mat da netra. »

Ha Yann, lorc’h ennañ, a zo roet eur marc’h d’ezañ evit e bemoc’h, respet d’eoc’h.

Laou avat n’eo tamm gwelloc’h. Al loenig koant (ar pemoc’h) a zo skuiz, ha ne fell ket d’ezañ finval eur meutad ken, mar plij ! Ne rafe ket hag e vefe lakaet eur varazad mez dirak e fri minoc’hellet ?

Darbet eo da Laou mont er-maez anezañ e-unan. Hopal a ra war al loen paour a zo muzik brao gantañ. Sacha a ra Laou war e ziskouarn, bunta war e benn-adreñv, skei gantañ zoken, ar paour-kaez ! Labour aner eo, rak an aotrou a dou en e c’hiz, e kouezo kentoc’h an neñv war an douar eget ne ray heñ eur gammed.

En em chala a ra an tieg. N’eo ket hep gwir, neketa ?

« Va marc’h, da vihana, ne oa ket maro !… »

Met setu Reunan ar Flaouit gant e suterez. Ar pemoc’h a ra eun abadenn-dañs hep mont pelloc’h avat. Gant Reunan ez eus eur c’havr. Ar c’havr-se a vale avat, lammat, mont ha dont, e-giz eur wir c’havr a zo anezi, ken a c’hoarz Laou o sellout outi.

« Va gavr a blij d’eoc’h, Laou ? » eme Reunan.

« Ya ’vat. Lart eo, skañv eo, n’eo ket e-giz an tamm tra fall-mañ na da ket founnusoc’h eget eur velc’houedenn. »

Ha roet ar pemoc’h evit ar c’havr. Eur c’hard-eur ez a mat an traou en-dro. Met, pa vezer aet war an oad, e teuer abret da skuiza o vont en andoufiou, o vrellat da dreuzi an hent e-giz eun den mezo-dall, o pignat war ar c’hleuziou da douza an drez, hag oc’h ober e-giz-se diou ha teir gwech an hent.

Rak-se, Laou ne varc’hata tamm da rei e c’havr evit eun danvadez, pa gav Loeiz ar Meser, gant e vandenn, e pradou an Dreverz.

« Al loenig-mañ a vez peoc’h gantañ. » emezañ, « ha ne rav poan na d’in na d’am hini goz. »

Gwir a lavare. Petra didrousoc’h eget eur mennig ?

N’eo ket pennfoll an danvadez, ne dourt ket (ar meot hepken a oar tourtal) ; hogen « meat » a ra, ha meat forz. Ne c’houlenn ket beza dispartiet diouz he c’hoarezed ha krial (gouela) a ra ouz ho c’huitaat, Laou gaez a sach warnezi, met ne glemm nemet muioc’h ha truezusoc’h a ze. Mont a ra memes tra betek an Ti-Gwenn.

« Falla loen ! » eme Laou, « ker pennek eo ha gwreg Per ar Bordeller ! Piou en devo an dra-mañ ? »

« Graet ar marc’had mar karit, » eme Baol-ar-pleuñv a zo o tremen. « Kemerit ar gway lart-mañ, mat—tre d’ober morlajez a-benn eiz deiz amañ. Gwelloc’h eo eur penn-gwazi beo eget eun dañvad liou ar maro warnañ. Met abalamour d’eoc’h, va den mat, e rofen va gway a-walc’h. »

« Doue d’ho paeo, » eme Laou. « Dalit. »

Ha setu troket ar mennig ouz ar penn-gwazi.

Tra aes n’emañ ket er bed-mañ. Ar gway, choupet gant Laou war e vrec’h kleiz, a zo nec’het bras ha gant e veg, gant e dreid, gant e ziouaskell, e klask mont kuit. Laou a ya skuiz buan er gouren nevez-se.

« Foei ! divaloa loen eur gway ! »

Hag e Mogwenn e ra marc’had adarre. Eur c’hog en deus evit e way, eur c’hog kaer e bleuñv, hir e hellou, ruz-tan e glipenn. Ar wech-mañ avat, Laou a zo laouen. Ar c’hog, eur poell ouz e zivesker ha dalc’het e benn d’an traon, ne lavar ket kalz a dra : tevel mik a ra token pa wel ne dalv netra d’ezañ kas e gan en-dro bep ar mare. Ha peoc’h a zo ganto o-daou.

Gwasa ’zo eo e teu an noz, goustadik avat, met dont a ra. Ha n’emañ Laou c’hoaz nemet en Ti-Ruz.

O veza ma ’z eo aet mintin mat eus ar gêr, emañ war yun, gwak e gof goullo, ha, siouaz ! gwenneg ebet en e chakod. E zivesker a bleg dindan bec’h e gozni, e vouzellou a c’halv eun dra bennak, e c’hourlañchenn a zo ker kras hag eur balforn. Ret eo dibri, n’eus ket da durlutat, pe chom da vervel war an hent. An dra ziweza-mañ ne blijfe ket nemeur da zen.

Ha Laou en ostaliri. Soñjal a ra :

« Eur banne dour sklaer hag eun tamm bara sec’h am bezo, en an’ Doue. »

Ne gred ket goulenn evelato. Otus (fier) eo an tamm anezañ. Emañ digor e vuzellou memes tra — an naon a zo trec’h d’ar vez — hag eur gomz truezus a zo war veg e deod, pa glever unan o hopal :

« He ! pegement ho kog ? »

Ha gwerzet al loenig paour.

Peogwir eo digor e gof, e tebr Laou e bemp real betek an diner diweza : n’eo ket souez, neketa ?

« Petra am bije graet gant va c’hog ma vijen maro gant an dienez ? » emezañ.

Ha dinec’h eo. Perak ne vefe ket.

Dre ma tosta ouz ar gêr, e laka Laou e spered da soñjal e kement en deus graet en deiz-se, penaos en deus graet e varc’had, penaos en deus kaset e Velen da varc’h, e varc’h da bemoc’h, e bemoc’h da c’havr, e c’havr da zañvadez, e zañvadez da way, e way da gog, e gog da bemp real, e bemp real en e gof hag teu d’ar gêr diner ebet gantañ. N’en eus tamm chalamant ebet evit-se. A-barz mont d’e di, ez a da gavout Per ar C’hamm.

« Ac’hanta ? Laou, » eme hemañ. « Hag ar foar ? Mat e oa war ar saout ? »

« Ar foar n’eo bet na mat na fall evidoun. Ne c’hellan ket lavaret eo bet mat tre va zro, ha koulskoude n’am eus tamm ebet da glemm. »

« Petra ? »

« Feiz, Per, me ne soñjen ket, er mintin-mañ, edo ar merc’her hirio, hag eo bet foar Bleiben dec’h. »

« Ya avat. »

« Memes tra eo graet va marc’had. »

« Penaos an diaoul, eta ? »

« N’eus bet diaoul ebet war va zro. »

Ha Laou a gont da Ber kement a zo c’hoarvezet gantañ.

« Eur stal vrao ! » eme hemañ. Na digemer mat ho pezo digant ho kwreg ! Doue da vezo ganeoc’h, va faour-kaez Laou ! Evit dek skoed ne garfen ket kaout va zreid en ho potou ! »

« Mat avat ! Falloc’h e c’hellje beza aet an traou hep mar : met pe fall pe vat ar pez am eus graet. Fant ne lavaro grik. »

« Kredit an dra-ze hag evit dour. Komz brao a rit hag estlammet oun ouz ho klevout : met ne gredan ket eur c’hraf divar-benn kement-se. »

« E-giz ma plijo ganeoc’h ; met me a oar petra a lavaran. »

« Ne lavaran ket. Koulskoude… »

« Petra ? »

« Diaes eo d’in kredi. »

« Ma ! gwir e vezo. »

« Me ’bario na vezo ket ! »

« Pe seurt klaoustre a rit-hu ? »

« E-giz a garot. »

« Ma ! bez’ em eus eun dra bennak o kousket du-mañ ha lakaat a rafen a-walc’h eun tammig… »

« Pegement ? »

« Evel a garot. »

« Ma ! tregont skoed ! »

« N’eo ket netra eo ! »

« Re eo ? »

« Gounit a rin sur. Met re eo, a gav d’in. »

« Tregont skoed pe netra ! »

« Graet ar marc’had. »

« Tregont skoed ? »

« Tonkit aze. Bremaik me a zañso eur jabadao e-giz pa oan paotr yaouank er gêr. »

Hag an daou vignon war-du ti Laou, goude yec’hedou gant bep a chopinad sistr eus an hini gwella.

Oc’h aoza koan emañ Fant. Per a ya ker goustadik en ti ma ne glev ket Fant anezañ, ha chom a ra a-dreñv ar speurenn a zo e-tal toull an nor ; ha bez’ en deus fiziañs leiz e c’hodell.

« Nozvez vat, an hini goz, » eme Laou. « Prest eo koan ? »

« C’houi eo, Laou : nozvez vat d’eoc’h ! Doue da vezo meulet pa ’z oc’h deuet ken abret d’ar gêr. C’houi a vez atao fur, Laou. Hag ar foar ? »

« E feiz, na fall na mat. Pa oan digouezet er vourc’h, ne oa den ebet war al leurgêr. Me a grede d’in e oan an hini kenta, ha me da blas ar saout, stad ennoun evel just. A-benn eur c’hrapad, eun ostizez a lavaras d’in :

» Petra c’hortozit ? va den mat. Ma ’z oc’h deuet da werza ho puoc’h, c’houi a zo digouezet fall. Ne vezo marc’hadour ebet hirio, rak dec’h edo ar foar. »

« Ho trugarekaat ! » emezoun d’ezi.

« A ! Traou Doue ! » eme Fant, « gwir eo. Na me a oa kollet va fenn ganin an neizour ! »

« Bah ! Bah ! koantig, n’eus droug ebet. Roet em eus ar Velen evit eur marc’h. »

« Evit eur marc’h ! »

« Ya. »

« O ! na mat hoc’h eus graet, Laou. Bennoz Doue a lavaran d’eoc’h eus a greiz va c’halon. Ni a c’hello ivez eta mont d’an oferenn en eur charbañ, kerkoulz ha kement-all a dud hag a zelle ouzomp diwar o hellou. »

« A ! feiz, Fant gaez ! ni a c’hello hag a ranko mont war hon troad c’hoaz. Ar marc’h n’eo ket deuet ganin. O vont d’ar gêr e troguzulis, hag em eus roet anezañ evit eur pemoc’h, respet d’eoc’h. »

« Sellit eta, just ha just, keit ar walenn hag ar fust. Setu ar pez am bije graet va-unan. Bremañ e c’hellin ober gwadegennou e-giz n’eus forz piou, hep disoñjal nag ar silzig nag ar mikammou. Ha neuze, pa zeuio an amezegiez da welout ac’hanomp, ni hor bezo, e-giz an holl, kig sall hag anduilh da rei d’ezo. Na seder e vezint, ha me ivez ! Pa soñjan ez-leal ivez, livirit d’in petra hor bije graet gant eur jao ? Mat eo hon treid ar drugarez Doue. Pa vijemp bet gwelet, hor bije klevet : Sellit eta ! Sellit, al lorc’hentez o tremen ! Evel re-izel eo d’ezo mont war o zroad da welout an Aotrou Doue, heñ ha n’eo ket bet morse e gwetur ebet !… Ar pemoc’h d’e graou. »

« N’em eus ket digaset anezañ : evit eur c’havr… »

« Hoc’h eus roet anezañ ? Eus ar gwella, mignon. C’houi, Laou, a zo eun den fur hag a oar an traou. Ya ! Petra hor bije graet gant eur pemoc’h ! Astennet e vije bet o biz gant an dud war-du ennomp ha lavaret ganto : An dud lontrek ! an dud dislañgour ! an dud lipous ! kement a c’honezont a zebront ! Ne soñjont nemet en o c’hof !… Met gant eur c’havr me am bezo laez hag amann gwenn, ha marteze, Gwerc’hez Vari ! gevred bihan ker skañv o izili. Ar vouchig d’he c’hraou ma ’z an dioustu d’he gwelout ! »

« Na dit ket re-vuan, va Fantig. Ar c’havr a zo chomet war va lerc’h evit eun dañvadez. »

« A ! Laou, evidoun-me eo hoc’h eus graet an dra-ze. Ha pa ’m eus neiziou logod eo d’in mont da c’haloupat kamboulou, savennou, girzier, warlerc’h eur c’havr, da derri va gouzoug marteze ? Met eun dañvadez (a vez maget gant soul ha palez), bennoz Doue d’eoc’h ! Eur sout a zo eviti ma n’eo ket mat kraou an Duez. »

« O ! mat tre eo, met ne vezo ket evit an dañvadez. Eur gway am eus bet eviti. »

« Ho trugarekaat ! Laou…

(Per a gren gant aon da goll e arc’hant.)

…Petra d’ober gant eur mennig ? N’em eus na karr na stern ha tenn eo stenni (gwiat) ; ha ret e vefe ouspenn lakaat va bizied koz da gas an nadoz en-dro. Aesoc’h eo, ha ken dizispign tostik, prena mezer ha gloan da gas da Soaz ar Gemenerez, e-giz m’am eus graet evit ar wech bete-vremañ N’eo ket evit lavarout e tilezin va c’hegel evit-se. O ! nann, re e plij d’in, ha va gwerzid ivez, da lezel anezo dilabour. Hag e-giz-se ivez, c’houi a vezo kuit da douza an dañvadez. »

« C’houi a zo re vat, Fant. »

« O ! evit eun den eveldoc’h, ha ne ra nemet ober plijadur d’e wreg, ne vezer morse re-vat. Gwelout a rit, ha n’eo ket eur gway hoc’h eus e lec’h an dañvadez ? eur gway lart ? Setu ar pez a c’hortozen, pellik amzer a zo, pleuñv am boa c’hoant da gaout evit hor pennwele, hag eur c’hrapad a zo emañ em fenn dibri eur gway, eun deiz bennak, gant va mignonezed. »

« Dao e vezo d’eoc’h gedal eun tammig c’hoaz, eur c’hog ruz am eus bet evit ar penn-gwazi. »

« Feiz, evit doare oc’h furoc’h egedoun-me. Eur c’hog ! brava loen ! Gwelloc’h eo eget eun horolaj a ranker sevel e boueziou d’ezañ eur wech bep sizun. Eur c’hog ! setu a gan bep mintin da deir eur, pa ne ra ket abretoc’h zoken, da lavarout d’eomp e vez poent dont er-maez da bedi an Aotrou Doue ha da labourat. Eur c’hog ! setu a laka ar vatez da sevel d’ober boued d’ar mevel. Eur c’hog ! eur c’hog ruz dreist-holl ! setu a zo gwelloc’h eget eur c’hi da ziwall an ti. Eur c’hog ruz ! setu a laka dall n’eus forz pe seurt laer… Ho trugarekaat kant gwech !… Petra hor bije graet gant eur gway ? N’oun ket keginerez tamm ebet hag, evit ar pennwele, an Aotrou Doue en deus hadet keoni e-tal ar ster, keoni boukoc’h kalz eget ar pleuñv… Ar c’hog d’e glud ma kano warc’hoaz vintin. »

« Ma kan, ne gano ket amañ. En Ti-Ruz e welen a-walc’h e oa dimezet em c’hof ilboed da sec’hed. Ha dao eo bet d’in gwerza ar c’hog pe maro e vijen gant an naon, pell diouzoc’h, va Fant gaez, war an hent bras. »

« Doue da vezo meulet pa ’z oc’h digouezet er gêr hep droug ebet. Petra hor bije graet gant eur c’hog ? Livirit d’in ? Me a gav d’in n’en deus den da zont da c’hourc’hemenn d’eomp pe da vare sevel. Ni a zo hor mestr hon-unan. Mat hoc’h eus graet. Stagit bremañ ouz taol, rak skuiz oc’h emichañs ? »

« O ! n’oun ket : me a zo yac’h-pesk c’hoaz. »

« Gwell a ze. Yod ha laez goell a zo da goan. »

« Bennigit, va Doue, ar pred-mañ ez eomp da gemerout evit kenderc’hel da veva en ho servij. »

« Evel-se bezet graet. »

Ha Laou dic’hala eun taol dorn war ar speurenn en eur lavarout :

« Ac’hanta, Per ? Gwelout a rit ? »

« C’houi a zo aze, Per ? » eme Fant. « Deuit da goania ganeomp ivez eta. »

« Gortozit eur frapad ! » eme Ber.

Hag heñ d’ar red da gerc’hat an arc’hant. Kollet en devoa. Perak ivez paria ?

Laou avat a vouch d’e wreg ken laouen ma ’z eo, e-giz da zeiz o eured, goude ar soubenn-laez, na petra ’ta ? Ha n’eo ket hi eo he deus graet d’ezañ digoll e zevez ha kaout ouspenn talvoudegez e vuoc’h ?…

Ha n’eo ket mat kavout mat pep tra e-giz-se ? Koulskoude arabat beza e-giz Fant a c’houlenn « Petra a lavaro an dud ?… Arabat klask sevel uheloc’h eget ar re-all ; met, pa raer ar pez a dleer ober, eo ret

Lezel ar chas tagnous da harzal

Hag an dud sot da gaozeal,

hag ober ar vad ha mat.


— II —


E-giz ma soñjit, va zud vat, Laou ar C’hoad a veve eürus en e di. Arabat kredi avat eo ret, evel Laou, rei eur vuoc’h evit eur begad. Furoc’h e c’hell unan beza, hep mar. Met ar pez a zo mat kemerout skouer warnañ e buhez Laou, eo beza laouen atao, n’eus forz petra ’c’hoarvez.

Deomp bremañ da di an hini-all a oa o chom e Toull-ar-C’hefeleg.

Per ar C’hamm, anvet ivez Per ar Bordeller — da lavarout eo Per an Trouzer — ne oa neudenn heñvel ebet ennañ ouz Laou. Buanek e oa, rust, paotr e vanne, he n’en devoa ket muioc’h a zouster eget eur c’hi a ziskroc’hener ez-veo.

Ne ouie ket eo « an douster benveg ar fur », nag an divizou-mañ :

Gant poan hag amzer
A-benn eus pep tra e teuer.
Gant kolo hag amzer
E veüra ar mesper.

N’en dije gellet den beva gantañ. Met Doue, en e vadelez dispar, en devoa roet d’ezañ eur wreg hag a dalveze kement hag heñ pe dost. Penn digabestr e oa, grignous, stagellet pa ne gomze ket Per, ha dour en he meilh adal ma tigore he gwaz e c’henou.

Eun teñzor e voe d’ezañ, sur mat.

Pinvidik e oant o-daou. Per en devoa eun tiegez bras ; hi — Mari-Louiz — a oa pemp mezerenn ouz he brec’h da seiz he eured : da lavarout eo he devoa pemp mil lur da gaout evit he argourou. Met Per a lonke e beadra ha Mari-Louiz a lakae traou kaer — ha ker — en dro d’ezi… ha n’eo ket diaes gouzout petra a oa da c’hoarvezout.

Met n’eo ket eno emañ va stal bremañ.

Eun devez, ma oa bet Per war-dro ar foenn, e teuas d’ar gêr droug en e gorf, muioc’h eget biskoaz. O c’houlenn e lein ha na oa ket aozet c’hoaz, e toue war ar merc’hed, e taole e valloz warno hag e tanfoeltre anezo da gement diaoul a zo.

« Diegusa tra a zo war an douar », emezañ, « eo eur plac’h ! Gwelloc’h eo eur velc’houedenn !… »

(Ne blije ket nemeur ar merc’hed da Ber, evit doare ; dre eurvad, plac’hed, ar baotred a zo nebeut anezo eveltañ.)

« Malloz ! malloz ! malloz ruz !!! »

« Jezuz Maria Kredo ! » eme Vari-Louiz, « c’houi a lavar brao, aotrou flammik. Ha troka a rit-hu micher ganin ? »

« A rin ! »

« Warc’hoaz eta, me a yelo da leda foenn. »

« Troc’ha a vezo da ober er prad bihan. »

« N’eus forz, mont a rin. C’houi a raio traou an ti, hag e vezo gwelet piou a zeuio an dro evit ar gwella gantañ. »

« Mat ! Graet ar marc’had ! Dao eo d’eoc’h deski dre skiant-prena (ha prenet mat !) ar pez a c’houzañv eun den kaez. Hag e ouezot e-giz-se penaos beza en amzer da zont. Ezomm ho poa eur gentel pell-bras a zo. »

« Ha c’houi eta !… »

Antronoz, mintin mat, pa c’houlaou an deiz, setu Mari-Louiz en hent, eur rastell war he skoaz, eur falz war he brec’h. « Eur falz evit ar foenn ? » emezoc’h-c’houi. « Hep ! paour-kaez Yann, koll a rez da benn. » O ! nann da ! Paotred, ne ran ket ! Da genta n’emañ ket ganin da goll ! Ha goude, petra ’faot d’eoc’h ? ne oa ket ganet ar falc’h c’hoaz… ha rak-se… roit peoc’h ! Hag eur c’horn dindan he c’hazel. Ha laouen eo he c’halon o welout an heol o tibikouza e lagad, hag ar gliz o steredenni war ar bleuñv. Hag hi da gana ken drant ha labous-an-aer pa ’z a da c’houlenn digor digant Sant Per, o toui d’ezañ ne bec’ho morse ken, morse…

Per avat a zo badaouet e benn o veza ma ’z eo chomet en ti da lakaat an traou dilastez. Ne oar ket re dre be benn mont d’ezo. Ne fell ket d’ezañ koll gant e wreg koulskoude, na kalz na nebeut. « Kentoc’h mervel ! » emezañ.

Ha ribota a ra kerkoulz ha ma n’en dije graet netra-all morse en e vuhez,

Ar gwella bara da zibri
A vez gounezet o c’houezi.

eme eul lavar koz. Gwir eo, netra gwiroc’h. Met pa vezer nevez war eur vicher e tiver buan an dour. Kras eo javed Per, hag, o veza ma n’eo ket boazet da chom er stad-se, ez a d’ar c’hao da denna eur banne sistr bennak, na petra ’ta ? N’eus barriken doullet ebet. Re c’houllo ne lavaran ket. Kerc’hat eun duellenn n’eo ket pell d’ober hag emañ an duellenn o vont e-barz ar varrikenn (ar bont a zo aet), pa glev Per soroc’h a-us d’e benn.

« Kollet va amann ! siouaz d’in ! Traou Doue ! c’houi a ya da welout ! »

Ha war-laez pevar ha pevar gant an diri, an duellenn en e zorn.

Petra ’gav ? Ar ribot pilet hag al loen divalo o torimellat en eur morad laez. Pe seurt stlabodenn, va Doue ! Furoc’h eget Per en dije kollet e benn.

Heñ avat a sailh war al loen kaez a dec’h oc’h oc’hal. Siouaz d’ezañ, rak e vestr a zistag gantañ eun taol ker kreñv, gant an duellenn war e ividig, ma ’z eo lazet mik hep daou daol ; hag ec’h astenn e bevar droad, peoc’h gantañ, e c’hellit kredi.

O tenna er-maez, ar benveg leun a wad, e teu da soñj da Ber eo distank ar varrikenn hag emañ ar sistr o redek emichañs. Hag heñ d’ar c’hao, en eur stampad. Dre chañs, ne ver ken ar fust : gwir eo na chom banne ebet ken ennañ…

Dao eo ober al labour en-dro ma ’z eus c’hoant da gaout amann, ha Per da ribota adarre pa wel e chom dienn a-walc’h c’hoaz.

E-keit ha ma storlok ar vaz, e-giz ma vefe an derzienn gantañ, e teu da soñj da Ber emañ ar vuoc’h er c’hraou c’hoaz, ha n’eo na goroet, na bouetet, na douret, hag uhel an heol koulskoude.

Dre eurvad eo nasket ar vuoc’h. Paneve da ze e rafe e-giz ar wiz, e hejfe an nor a zo war he c’hraou, e lakafe ar prenn da goueza, hag e redfe kuit da reujal (ober reuz).

Ha Per da zinaska ar Vriz. Mes en eur vont e soñj :

« Yannig a zo aze o ruilhal war al leur-di, ha gellout a rafe skuilha va laez d’in adarre ! »

Ha samma a ra ar ribot war e chouk :

« E-giz-se, » emezañ, « ne c’hoarvezo droug ebet na ganin na gant va mab. »

Ha tenna a ra dour d’ar vuoc’h a zo o vlejal :

« Ha yun a zo hirio ? »

Doun eo ar puñs, ar sparl ne dro ket mat. Diskenn a ra ar sailh (kelorn) evelato, met ne garg ket. Per, prim an tamm anezañ, a bleg e gorf war ar vardell da heja ar chadenn, hag al laez a liv e vleo a-barz mont da wenna an dour… (Aet eo an dienn da get !…) Ha Per a laosk eul ledoued pantier (mezvier).

« Hag ar vuoc'h ? » emezañ goude. « N’ouzon ket goro, siouaz ! Penaos sacha war ar bronnou, o kas hag o tigas ar bizied ? Penaos gwakaat an tez ? Hag an taoliou lost ? Penaos azeza war eur skaon vihan gant eur girin war va barlenn, ha lakaat al laez da zivera eeun enni ?… Bah ! evit eur wech, ne vezo ket falloc’h ar vuoc’h gant he laez, ha koulskoude, me a blijfe a-walc’h d’in eur banne laez goroet dioustu… Re ziwezat emaoun da gas anezi da vaez. Hogen, aze war an doenn ez eus foenn druz ha n’am eus ket bet soñj da droc’ha. Ken a ze : eun droug a dalv da eun dra vat bennak. Ne gollo ket Brizig evit beza chomet er gêr.

Kas ar vuoc’h war an doenn n’eo ket diaes : evel an tiez d’ar mareou-se, hini Per a oa harp a gein ouz eur savenn-zouar, hag an doenn ne oa ket kalz a sao ganti.

Ha setu ar vuoc’h en he feuri uhel, eur gwir foenneg.

Per avat ne c’hell ket chom eno da ziwall anezi : lein a zo d’aoza ha da gas d’ar falc’herien, a zo gleb par-teil emichañs, e lec'h heñ, Per, a zo mat dispar ar stal gant e roched, sec’h kement neudenn enni, nemet ar re o deus bet laez.

Ijin a zo deuet da Ber (a soñj d’ezañ) abaoe m’en deus laosket ar chistr da vont da goll, ha ne c’houlenn ket lakaat ar Vriz da vrevi he fevar ezel. Staga a ra eur gorden ouz he c’herniel ha, dre doull ar siminal, e daol ar penn-all en ti.

Kerkent ha ma tigouez eno e stard anezi en dro d’e c’har gamm lakaet gantañ d’ober strapenn.

« Er mod-se, n’em eus tamm aon ebet da gaout, » emezañ. « Ma finv ar Vriz, me a ouezo dioustu, ha ne vezin ket pell oc’h ober d’ezi furaat. »

Ha lezel a ra ar vuoc’h sioul da astenn he zeod war ar geot. Hi ne c’houlenn ket gwell.

Lein bremañ.

Karga a ra Per ar pod-houarn : eur pez kig sall, eun tamm kig bevin, eun tamm kig saeson, irvin, kaol, karotez, ougnon, pour, ha dour war an traou-se holl. N’eo ket

Soubenn an tri zraig :
Dour, holen, baraig.

eo houmañ ! Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan.

Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den. Nemet e tigouez gantañ ar varenn houarn a zo da lakaat an anduilh da vogedi, hag e chom loc’het en-istribilh… Petra ’zo c’hoarvezet ? Ar vuoc’h a zo risklet diwar an doenn hag, o veza ma ’z eo stag he nask ouz gar Per, e sach warnañ ken eo darbet d’ezañ beza diskalfet, ar paour-kaez !

O-daou avat, ar vuoc’h ha Per, a laosk huanadou, a gri o bueziou, gant bep a vouez gouest da lakaat ar vein zoken da deneraat.

Na brao eo o stal ! Ha ne vije ket bet gwelloc’h da Ber

Beza sellet en amzer vat
A be du e teuje barrad ?

Dre chañs, ar wreg-tiegez ne chom ket pelloc’h da c’hortoz he fred eget ma chome he gwaz. Pa ’z eo sonet an hanter-munud goude unnek eur, mare lein, o welout ne zeu ket ar boued, setu hi d’an daoulamm ruz d’an ti, e-giz eun ounner o vreskenn.

Pa wel ar Vriz krouget ouz beg ar siminal, Mari-Louiz a denn he falz hag a droc’h an nask. Eur vras a levenez eo d’al loen kaez beza adarre war al leur-di a blij d’ezi dreist pep hini, leur an ti a zo ar volz glas e doenn, hag an heol e c’houlou.

Eun dra vat eo ivez da Ber, n’eo ket boazet da sellout ouz ar c’houmoul o korolli er goabrenn, e benn d’an traon gantañ. Koueza a ra eeun-hag-eeun er chidhouarn. Met an tan n’eo ket kroget, ar pod n’emañ ket sounn en e bloum rak an trebez a zo kostezet. Kerkoulz ma teu e dro da vat gant Per, nemet… e dal bloñset, e fri kignet, e ziouchot disklipet. Doue da vezo meulet ! ar gaoter hepken a zo torret.

P’emañ Mari-Louiz en ti ha pa wel Per :

« Ac’hanta, leue ? » a lavar hi o sellout skerj outañ. « ac’hanta ? piou emañ ar wirionez gantañ ? Troc’het, foennet, rastellet, heoliet, berniet am eus, ha me a zo ken ampart ha biskoaz… »

Ne lavar ket he deus graet eun troc’h en he brec’h hag unan-all en he gar.

« …Ha c’houi, mestr keginer, paotr-saout, penn-tiegez, pelec’h emañ an amann ? ar wiz ? ar Vriz ? ar pod-houarn ? hor pred ??? »

Ha m’he dije gwelet ar sistr ? Karout a rae he banne ivez, siouaz !…

« …Ma n’eo ket maro Yannig, ar paour-kaez a zo anezañ ! n’eo ket c’houi hoc’h eus miret outañ ! Paour-kaez bihanik ! ma kollfes da vamm !… »

Hag hi hag huanadi, en em chala, difroñka ha gouela.

Vad a ra kement-se d’ezi.

Per avat ne lavar grik, ha mat a ra : mat eo plega. Tapet eo. Ha gant ar vez e tou raktal trei kein d’ar voutailh daonet. E bried a ra eveltañ. Diaes eo d’ezo, met muioc’h a ze a verit n’o deus ken.

Mirout a rejont atao o le, hag ar peoc’h a renas etrezo adalek neuze, hag o zraou a zeuas da vat ganto.

Bremañ e livirin da bep hini beza heñvel ouz an tiad a blij ar muia d’ezañ : beza e-giz Laou pe beza evel Per. Setu amañ eur reolenn am eus klevet e Perwenan, e-lec’h m’am eus dastumet istor Laou ha Per :

Ar Pab war e gador veur, ar Roue war e dron :
An Eskop en e iliz, ar Person o sermon…

Ha me a lavar ouspenn :

An Ozac’h hag e Bried o kas o Ziegez
Hep koueza er Vezventi nag el Leziregez.

Courrier du Finistére,
eost ha gwengolo 1903.