Laouenanik-Breiz


skrivet gant Gab Milin


1872



LAOUENANIK-BREIZ

————

E kichenik va dor,
Euz eul laouenanik
N’en deuz neiz, na goudor
Ar c’heaz paour bihanik !

Dindan eur bod spern gwenn,
A gurunaz Jezuz,
E pleg sioulik he benn,
P’en deuz poan en em guz.

Pa vez erc’h ha ienien,
Pa c’houez iud ann avel,
Etre daou vean e kren,
E stok he ziouaskel.

Pa deu ’nn nevez amzer
Da vleunvi ann deliou,
Da welet eo seder
E kreiz he ankeniou.

Enn han evel er goan,
Ne ra nemet kana :
Ez euz er bed-ma poan
Ha ne dalv ket gouela.

Kenta ma tarz ann deiz,
Euz a veg ar wezenn
E veul Doue ha Breiz,
E lavar he bedenn.

Ken a strakl he galoun
E strink he ganaouen ;
O klevet ho mignoun,
Evned Breiz zo laouen.


Pa vez gant eunn drean lemm
Toullet ruz he droadik,
He zec’h heb en em glemm.
Gant penn he askellik.

Terri ra he zec’hed
E ribl eur c’houerenn,
Gant eur c’hlizenn a red
Hed-a-hed eunn delienn.

Gant eur previk hep-ken
A gav dre ann hentchou
E ra he bred, laouen,
N’eo braz he ezommou.

Pa vez kuzet enn dour
Goulaouen gaer ar bed,
E kan dudiuz, ken flour
Ne gousk al laboused :

« Ne nijinn ’vel ann deiz,
» Va askel zo re verr ;
» Me c’houl mervel e Breiz,
» O veuli va c’hrouer. »