Levenez Ha Glac’har
————
O ! na kaer e oa an dewez
Ma oant daou dirak Doue
Ewit kât, er Briedelez,
Ar c’hras a skoulm diou Tue !
An heol a oa lugernus,
An evned a richane,
Daero, koulz ha doanio nec’hus,
A oa pell-pell ac’hane.
Evurus oa an tiegez,
Kordan ’re ar c’halono,
Pa c’halvas ar wreg, eun dewez,
He fried dre e hano :
Daou ine, emei, ’zo breman
Em c’hreiz ewit da garout.
— Me boanio muioc’h, ’me heman,
Ewitan hag ewidout !
Kleier ar barouz, ’n o zour koant,
’Oe klewet nebeut goude,
O vrallan ’wit eur vadeiant,
Eur zulvez d’an abarde ;
Kalon ar g’rent a dridas....
Koulskoude ar paour kez tad
’Oa dambrest da lezel, siouaz,
E vugelig emzivad ! !
|
Ton : D’ar gwad pur a skuilh hon Zalver
Dre an hent o devoa pleustret,
O c’halon karget a joa,
Pa zistroent, de o eured,
Eus an iliz, eur bla ’oa,
An intanvez paour, mantellet,
A heuilhas, en eur ouelan,
Korf maro he fried karet,
Douget d’e ve diwezan.
Brevet he c’halon gant glac’har,
Mes soutenet gant he fe,
An intanvez paour dilavar
’Zo ’n he za e-tal ar be.
Skuilh a ra a-us d’an arched
Dour binniget ha daero....
Kenavo, emei, ma fried,
Kenavo, ken an Nenvo !
Distro d’ar ger, an intanvez
Ac’h a didrous da welet
Ar bugel maget gant he laez,
En e gavelig kousket.
Ouz e dal ’stok he muzelio ;
Ar bugel a zihun kren ;
’Wit ar wech kentan ’n e zello
Ar vam wel eur c’hoarzaden !…
|
————