Levr Quenta - Chap. XV.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 63-66)






CHABIST XV.

Eus a brudanç ar feis.


Mari a rêe reflexion var gomsou an Arc’hæl Gabriel, erves m’el lennomp en aviel. Ar reflexionou-se a deue eus e humilite ; dont a reent ive eus e feis.

Ar Verc’hes-se, ar brudanta, a ouie penaus an drougsperet, pehini a so naturalamant un æl a denvaligen, a ouar alies en em chench en un eal a sclêrigen. Eus a errol hac a c’haou, an diaoul, evit hor c’holl, a ra avichou evel un æl a viriones.

Mari eta a interroch an Archæl-se hac a c’hortos e respont evit guëlet hac en em accordi a rayo gant ar pes o deus lavaret ar Brophetet eus ar Messii mab Doue, ha gant ar reglennou hac ar principou eus he religion.

Ha goude m’en deus parlantet an Eal hac expliqet dezi e pe feçon e vige mam d’he Doue, Mari n’e deus mui qen reglen a gomportamant nemet ar goms eus an Eal-se, abalamour ma vel neuse eo abers Doue.

Beza e zeus eur brudanç, eur brecaution pehini, pell dioc’h beza control d’ar feis, a servich da gundui hon ententamant, pa ves qestion dezan d’en em soumetti d’ar vertus a feis.

Ar brudanç a ra d’abord digneri an daoulagad evit en em assuri a Doue eo en deus parlantet. Assuret eur vech eo Doue en deus revelet un dra, e tleomp neuse plega hor speret ha serri hon daoulagad evit en em soumetti da gredi ar pes a lavarer deomp eus e bers.

Arabat[1] eo credi da bep seurt speret. Ne fell din credi eus ar pes a lavarer din, e matier a religion, nemet ar pez a so conform d’ar pes en deus Doue lavaret, pe dreizane-unan pe dre an ilis, pehini a so[2] eur pilier immanqabl oc’h pehini e chom bepret ar viriones fermoc’h eguet un ty var he fondamant.

Doue en deus roet moyenou da anaout ar pes en deus revelet, mæs eur vech ma vezer assur eus ar pes en deus roët da anaout, mallos[3] d’an eal memes pehini a falfe dezan desqi din ar c’hontrol eus ar pes a so proposet da gredi gant va religion.

Me a gred qement a zesq din ar religion gatholiq, abalamour na zesq din netra n’en defe Doue revelet. Ha petra a so certennoc’h eguet ar pes a so lavaret gant an Doue pehini a so ar viriones memes ? Qer possubl eo en em drompfen, evel ma ze impossubl e ven tromplet gant Doue, pe en em drompfe e-unan.

Eur follentes vras eo credi un dra, evel lavaret gant Doue, anez ræsoniou just. Hounnes a yoa follentes ar bayanet, hounnes eo ive follentes cals gristenien.

Mæs credi un dra evel coms Doue, pa ves ræsoniou ha motivou just, ne ell beza nemet eur merq eus ar furnes an huella.

Credi eb douetanç ar guirioneziou revelet gant Doue, a so en em renta participant er galite en deus Doue da non pas beza tromplet.

Examina evel a reas Mari, ar religion, arauc credi, ha credi evel a reas pa voue en em assuret e zoa Doue a barlante, a so ar voyen da gaout eur guir feis ha d’he c’hreât. Mæs beza e zeus tud pere a examin ho religion e dessin da entreteni credennou faus pere a so favorabl d’ho viçou ha d’ho phassionou, a serr ho diouscouarn hac ho daoulagad evit na velint ha na glefint ar virionez.

Henvelint oc’h un den da behini e tisqueser sclær ne ra qet an hent mad evit mont d’ar guear, ha ne fell qet dezan mont dre an hent a brouver dezan beza hent e dy, abalamour ma controlier e banchant fall.

Ar seurt tud-se a ra goab eus ar mysteriou, non pas evit desqi ar pes a dleont credi ha caret, æs evel tud clan pere a gar ho c’hlenvet hac a glasq dre zigareziou 1acaat en ho c’hostes un apparanç faus a viriones.

Pel zo, ô Guerc’hes ! me garfe caout daëlou a c’hoad evit gouela ho c’horruption.

Nac a dud libertin so pere a chelaou ebqen ar voues eus ho phassionou brutal pere a garfent da excusi ? Nac a hini zo evel-se hac a nac’h e veac’h bet atao guerc’hes, hac int hi assur eus a guement-se dre an aviel, dre voues an ilis ?

Ne qetan dezir da anaout ar viriones, mæs an desir da allout continui ha justifia ho bues diregl, eo a ra dezo parlant, pe guentoc’h Satan, pehini a bossed ho c’halon, eo a inspir anezo da barlant er guis-se ; hac evit lavaret sclear va santimant, nen deus den incredul nemet abalamour ar viriones a so control d’he blijaduresou ha d’he libertinach.

O Mari ! sicour ar gristenien, pedit Jesus da renevezi en hon amzer an effejou bursudus eus e oll-c’halloud var an droug-sperejou, pere hirio ives a bossed calon an dud incredul.

Pedit-en da galmi an tourmant eus ar passionou, da ziscar ha da zistroni prinç ar bed, evit ma reno ar peoc’h e ententamant hac e calon ar gristenien fall. Ha neuze ne vezo qet prudanç ar c’hic, mæs prudanç ar speret eo o c’hunduo en examin ræsonabl a raint var ar ræsoniou eus o c’hreden.

  1. Joan. 4. 1.
  2. Tim. 3. 15.
  3. Galat. 18.