Skrituriou Sakr. Levr ann Exod ha meur a bennad euz al levriou all, bete maro Josue
Th. Clairet, 1861
Skrid a-bezh



SKRITURIOU SAKR.




LEVR ANN EXOD.


————
PENNAD I.


Sklavach ar Bobl a Israël enn Ejipt.


1. Chetu ama hanoiou bugale Israël pere a zeuaz d’ann Ejipt gant Jakob : pep hini anezho a zeuas gant tud he di,

2. Ruben, Simeon, Levi, Judas,

3. Issakar, Zabulon ha Benjamin,

4. Dan, ha Nephthali, Gad, hag Aser.

5. Ann holl dud-se eta, euz a voenn Jakob, a oa dek ha tri-ughent anezho. Hoghen Joseph a oa dija o choum enn Ejipt.

6. Hema o veza maro ; hag he holl vreudeur ivez, hag ar rum kenta-ze holl,

7. Bugale Israël a greskaz, a greskaz, evel ma vrons ar c’hoat ; ho galloud a zeuaz braz meurbed, hag e kargjont ar vro.

8. E keid-se e savaz var ann Ejipt eur roue nevez ha ne anaveze ket Joseph ;

9. Hag e lavaraz d’he bobl : Chetu bugale Israël deuet da veza eur bobl braz ; ha krevoc’h eo evidomp-ni.

10. Deuit, goaskomp-hen gant furnez, gant aoun na greske muioc’h c’hoaz ; ha mar savfe brezel enn hon enep, n’en em lakafe a-unan gant hon enebourien ; ha goude beza trec’het ac’hanomp, ne d-afe kuit euz ar vro.

11. Lakaat a reaz eta var-n-ezho mistri-labour d’ho goaska dindan re-veac’h ; hag e savjont da Pharaon keriou kre da ziouall he denzoriou ; Phitom ha Ramessès.

12. Mes sulvui e voasket var-n-ezho, sulvui e vodennent hag e kreskent.

13. Hag ann Ejipsianed ho doa kaz ouc’h bugale Israël, hag ho zrubulie muia ma hellent, oc’h ober goab anezho.

14. Hag e tigassent ho buez c’houero gant labourou kalet ar pri-raz hag ar brikennou, ha gant pep seurt labourou-all var ar meaz, ken na hellent mui.

15. Hoghen roue ann Ejipt a gomzaz ouc’h amieghezed ann Hebreed, unan he hano Sephora hag eben Phun.

16. Hag e roaz d’ezho ann urz-ma : Pa’z eot da ouilioudi ar graghez Hebre, ha pa vezo deuet ho zermen da c’henel, mar bez eur map, lazit-hen ; mar d-eo eur verc’h, mirit-hi.

17. Mes ann amieghezed a zoujaz ann Aotrou Doue, ha na rejont ket ar pez a oa gourc’hemennet d’ezho gant roue ann Ejipt, mes mirout a rejont ar baotred.

18. Ar roue o veza ho galvet da zont d’he gavout, a lavaraz d’ezho : E pe zonj emaoc’h-hu oc’h ober ar pez a rit, o virout evelse ar baotred ?

19. Hi a respontaz : Ann Hebreezed n’int ket evel graghez an Ejipt : gouzout a reont gouilioudi ho-unan ; hag abarz ma c’harruomp enn ho c’hichen, int gouilioudet.

20. Ha Doue a reaz vad d’ann amieghezed ; hag ar bobl a greskaz hag a zeuaz galloudek meurbed.

21. Ha dre’n abek ma ho doe ann amieghezed doujet Doue, Doue a zavaz huel ho zi.

22. Pharaon eta a c’hourc’hemennaz d’he holl bobl, o lavaront : Kement paotr a vezo ganet d’ann Hebreed, taolit-hen ebarz er ster ; ar merc’hed holl, mirit-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar gher Exod a zinifi mont er maez euz a eul leac’h. Ann hano-ze a zo bet roet d’al levr-ma, dre ma rear enn-han ann histor euz ann traou a c’hoarvezaz gant ar Bobl a Israël o tec’het kuit euz ann Ejipt evit mont d’an Douar Santel[1].

Ann den santel Moïzes en deuz great ann Exod, evel ma en doa great ar Genes, pe Levr ar C’heneliez, dindan inspiration Doue. E levr ar c’heneliez e skrivaz histor ar bed adaleg he grouidighez bete maro Joseph, arruet er bloaz 2274. E levr ann Exod, e skriv he histor he-unan hag ann traou a velaz gant he zaoulagad propr. E amzer Moïzes, historiou ar C’heneliez o oa c’hoaz e ghenou an holl Israëlited koz. Bueziou c’houec’h den hepken a gasse spered ann dud euz a Voïzes bete krouidighez ar bed. Amram, tad Moïzes, oa map bihan da Levi ; Levi, map bihan da Izaak, en doa anavezet mad he dad koz ; Izaak a vevaz 50 vloaz gant Sem, map Noe ; Sem en doa bevet tost da l00 vloaz gant Mathuzalem ; ha Mathuzalem a oa bet oc’hpenn 260 vloaz gant Adam he-unan. Historiou Moïzes a zo eta guir o veza ma’z int great var desteni ann dud ha gant inspiration ar Spered Santel.

℣ 7. Bugale Israël a greskaz evel ma vrons ar c’hoat. Ar gher hebre a lavar : Evel ar pesked er mor. Ar c’hresk buhan hag espar-ze, hervez Sant Aogustin, a oa eur c’hras special a roe Doue d’he bobl. Rak, pegher frouezuz bennag a oa ar graghez e bro ann Ejipt, hervez testeni ar skrivaignourien goz, eur bobl flastret, uzet gant labouriou grevuz, evel ma oa ann Israelited, n’en divije ket gallet kreski enn doare-ze, hep eur vennoz special a-berz Doue. Hoghen, ar c’hresk burzuduz-se a oa eunn diougan hag ar skeud euz ar c’hresk burzudusoc’h c’hoaz a dlie c’hoarvezout e Iliz Doue, pa zeuje ar gristenien da greski ha d’en em skigna dre ar bed ; sulvuioc’h ma vijent lazet ha mac’het gant prinsed ann douar, sulvuioc’h e kreske ann niver anezho.

℣ 8. E keid-se e savaz var ann Ejipt eur roue ha ne anaveze ket Joseph. N’oar ket evit kredi e vije bet ar prins-se, daoust a be ouenn-dud a vije, hep anaoudeghez ebed euz ann traou kaer en devoa great Joseph ebarz enn Ejipt ; rak ne oe nemet pevar bloaz ha tri-ughent etre maro Jozeph ha ghinivelez Moïzes. Ar gomz-ze ignorabat Joseph, ne anaïe ket Joseph, a verk hep muiken ingrateri ar roue-ze. Kaloun kriz a oa enn-han, ha madoberou Joseph, den Doue, a rea poan-galoun d’ezhan. Grit vad d’ann dud fall ha n’ho deuz ket doujanz Doue, mar d-oc’h eur C’hristen mad hoc’h-unan, ne zalc’hint kount ebed euz ho madoberou, hag enn eur revolution pe enn eur brezel-bro, e vezint ar re ghenta o skei var-n-hoc’h.

Goaskomp var-n-ezho gant furnez, a lavaro ivez ar seurt tud-se, mad ar vro a c’houlenn kement-se ! Nag a dorfejou, nag a laeronsiou, nag a vuntrou a zo bet great dindan ar gomz kaer-ze : mad ar vro her goulenn ! Mad ar vro na c’houlennaz biskoaz, ha na c’houlenno biken netra a enep lezen Doue. Mar d-eo eta ar pez a rear kountrol d’ar goustianz, ar gomz-se : mad ar vro her goulenn, ne d-eo nemet eur gaou, hag eunn digarez fall.

℣ 21. Ha dre ’n abek ma ho doa ann amieghezed doujet Doue, Doue a zavaz huel ho zi. Ann amieghezed-se, hervez doare, a oa Ejipsianezed, ha na ouient ket e oa pec’hed lavarout eur gaou, memes evit mirout eunn drouk. Doue a baeaz ar vad a rejont, hag a lezaz ho gaou evit ar vuez all. Ma ho divije bet ann deskadurez hor beuz-ni, hag o divije anzavet ar virionez ouc’h Pharaon, kentoc’h eghet displijout da Zoue dre eur gaou, marteze e vijent bet lekeat d’ar maro, hag ho divije bet digant Doue diou gurunen ; kurunen ar binvidighez hag ar chanz vad er bed-ma evit ho lignez, hag evit-ho ho-unan, kurunen ann eürusted er bed all. Doue na lezaz biskoaz eur mad-ober hep he baea.





PENNAD II.


Moïzes saveteet gant merc’h Pharaon.


Euz ar bed. 2433. — Araok Jesus-Christ, 1571.


1. Goude kement-se, e savaz eunn den euz a veuriad Levi[2], hanvet Amram, hag a zemezaz da eur vaouez euz he gherentiez hanvet Jokabet.

2. Hou-ma a goncevaz hag a c’hanaz eur map ; hag o velout ez oa eur c’houadur kaer, e kuzaz anezhan epad tri miz

3. O veza na helle mui he zerc’hel kuzet, e kemeraz eur baner broenn, he goloaz gant eur guisk bitum ha peg, e lakeaz ar c’hrouadur ebarz, hag hen exposaz etouez ar c’hors var bord ar ster ;

4. C’hoar ar c’hrouadur en em zalc’he a bell, evit guelout petra a c’hoarvche gant-han.

5. Hoghen d’ar mare-ze, merc’h Pharaon a ziskennaz d’en em velc’hi er ster, hag he matezed a gherze hed ar c’hlaign. Ar brinsez o veza guelet ar baner etouez ann helest, a gasaz unan euz he flac’hed d’he c’herc’had.

6. O veza he digoret, hag o velout enn-hi eur c’hrouadur o lenva, e doe truez out-han, hag e lavaraz : Unan euz a vugale ann Hebreed eo he-ma.

7. Ha c’hoar ar c’hrouadur a lavaraz d’ezhi : Ha c’hoant ho pe ez afenn da glask d’ehoc’h eur vaouez Hebreadez hag a helfe maga ar c’hrouadur bihan ?

8. Ar brinsez a respontaz : Kea. Ar verc’hik a redaz hag a c’halvaz he mamm.

9. Ha merc’h Pharaon a lavaraz d’ezhi : Kemerit, emez-hi, ar c’hrouadur-ma, ha maghit-hen d’in, ha me a roio d’ehoc’h ho pae. Ar vaouez a ghemeraz ar c’hrouadur, her magaz, ha pa oe deuet braz, e roaz anezhan da verc’h Pharaon.

10. Hou-ma her c’hemeraz da vap, hag hen hanvaz Moïzes, o lavarout : Ann hano-ze a roann d’ezhan, dre ma em euz he zaveteet euz ann dour.

11. Enn amzeriou-ze, pa oe deuet Moïzes da zen, ez eaz da gavout he vreudeur ; hag e velaz ho stad reuzeudik, hag eur goaz Ejipsian o skei gant eunn Hebread euz he vreudeur.

12. O veza sellet piz endro d’ezhan, hag o velet ne oa den var al leac’h, e lazaz ann Ejipsian hag her c’huzaz ebarz ann treaz.

13. Antronoz o veza eat adarre var ar meaz, e velaz daou Hebread ha kroz etre-z-ho ; hag e lavaraz d’ann hini a oa ar gaou gant-han : Perag e skoit-tu gant ho nessa ?

14. He-ma a respontaz : Piou en deuz ho lekeat-hu da brins ha da varner var-n-omp-ni ? Ha c’hoant hoc’h eus-hu d’am laza evel ma lazjoc’h deac’h ann Ejipsian ? Moïzes a ghemeraz aoun, hag a lavaraz : Penaoz eo bet brudet ann taol-ze ?

15. Pharaon he-unan a glevaz ar pez a oa c’hoarvezet, hag a glaske lakaat Moïzes d’ar maro. Mes Moïzes a dec’haz kuit ra-z-han ; az eaz da choum e douar Madian, hag a azezas eno e kichen eur punz.

16. Hoghen belek Madian en devoa seiz merc’h, pere a zeuaz da denna dour, hag o veza karghet ar c’haniou, e felle d’ezho doura loened ho zad.

17. Mes ar vessaerien a zigouezas hag ho c’hasaz kuit ; ha Moïzes a zavaz, a zifennaz ar merc’hed iaouank, hag a zouraz ho denved.

18. Pa oant distroet da gavout Ragüel ho zad, hema a lavaraz d’ezho : Perag oc’h-hu deuet d’ar ghear kentoc’h eghet ne d-oc’h boazet da zont ?

19. Hi a respontaz : Eur goaz Ejipsian en deuz hon delivret diouc’h ar vesaerien ; oc’hpenn-ze tennet en deuz dour gan-eomp, ha roet en deuz da eva d’hon denved.

20. Ha Raguel da lavarout : Peleac’h ema-hen ? Perag hoc’h eus-hu lezet eno ann den-ze ? It d’he glask, evit ma romp d’ezhan da zibri.

2l. Moïzes a douaz eta e choumse gant-han evit mad. Hag e kemeraz da bried he verc’h Sephora.

22. Hou-ma a c’hanaz d’ezhan eur map. ha Moïzes hen hanvaz Gersam, o lavarout : Tremeniad ounn bet enn eur vro estren. Eur map all en doe anezhi, hag e hanvaz anezhan Eliezer, abalamour, emez-han, Doue va zad, va difennour, en deuz va zennet a dre daouarn Pharaon.

23. Pell amzer goude kement-ma, roue ann Ejipt a varvaz, ha bugale Israël oc’h hirvoudi, en em glemmaz a vouez huel dre’n abek d’al labourou : hag ho c’hri divarbenn al labourou a bignaz bete Doue.

24. Klevout a reaz ho hirvoudou, hag e teuaz sonj d’ezhan euz ar ghevredighez en devoa great gant Abraham, Isaak ha Jakob.

25. Hag ann Aotrou Doue a zellaz ouc’h bugale Israël, hag ho anavezaz, da lavaret eo, en doe truez out-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 10. Hou-ma her c’hemeraz da vap. Sellit penaoz e ra Doue goab euz a c’halloudeien ar bed-ma, hag euz ar rouaned vrasa, pa en em roont da ober drouk eleac’h ober vad, diouc’h ma c’houlenn ho c’harg. Pharaon a felle d’ezhan distruja ar bobl a Israe1, ha chetu hen o vaga enn he balez, hag o choura evel he vap bihan ann hini a dlie savetei ar bobl-se hag he denna a zindan he vestrouniez garo. Savetei a ra euz ar ster, dre zaouarn he verc’h, ann hini a veuzo dre urz Doue, ekreiz ar mor ru, ar re ghenta euz he zujidi, ar re marteze a zo bet ar re akedusa o sevenni he lezennou didruez. Goude kement-se penaoz ec’h hellomp-ni mankout da gaout fisianz enn Doue-ze holl-c’halloudek, pehini a zalc’h etre he zaouarn kalonou ar rouaned hag ho zro ec’hiz ma kar.

Moïzes, saveteet euz ann dour evit beza salver ha lezennour he bobl, a zo bet e kement-se eur skeuden euz a Vap Doue saveteet diouc’h ar goad, da lavaret eo, diouc’h muntrerez ann innoçanted santel, evit beza Salver ha lezennour ann holl dud.

Moïzes a oe savet eta evel eur prins ; diski a reaz holl skianchou hag holl furnez ann Ejipsianed, ha bez’ez oa, hervez testeni ar Spered-Santel, galloudek enn he gomzou hag enn he oberiou (Act. VII. 22). Bet e vije unan euz a bennou ann Ejipt, mes nac’h a reaz beza map da verc’h Pharaon, ha guell e oe gant-han beza trubuliet gant pobl Doue, eghet choum enn he blijadur eleac’h ma rene ar pec’het. Kredi a ree e oa dismegansou ar C’hrist brasoc’h madou eghet tenzoriou ann Ejipt, hag he zell a ioa var gurunen ar vuez da zont (Hebr. xi. 25.). Greomp evel d-han, lekeomp ato mad ann ene araok mad ar c’horf, ha lezomp henoriou ha pinvidighezou ar bed-ma, mar emaomp e riskl gant-ho da goll madou ar vuez all.

℣ 16. Hoghen Belek Madian en devoa seiz merc’h Ar belek-se en doa daou hano, hervez doare, Raguel ha Jethro, diouc’h ma vezo guelet divezatoc’h. Kredi a reer e oa Jethro roue ha belek e Bro Madian, evel ma oa Melkisedek e Bro Salem, hag ec’h adore ivez ar guir Doue. Rak diskenn a rea euz Madian map Abraham euz he c’hreg Cethura. Hag enn amzer goz-se, religion ar guir Doue a oa c’hoaz stankoc’h etouez ann dud eghet ar baganiach. Oc’hpenn-ze neket guirhenvel e vije eat Moïzes da zimezi gant eur baïanez.





PENNAD III.


Ar voden-tan.


1. Moïzes a zioualle er peuriou denved Jethro he dad kaer belek Madian ; hag o veza kaset he dropell doun er gouelec’h e teuaz da venez Doue hanvet Horeb.

2. Hag ann Aotrou-Doue en em ziskouezas d’ezhan enn eur flamm-tan a zave euz a greiz eur voden ; hag e vele ann tan er voden, hag ar voden na zeve ket.

3. Moïzez a lavaraz eta : Mont a rinn, ha guelet a rinn petra eo ar burzud braz-hont, perag, ne zev ket ar voden.

4. Mes ann Aotrou-Doue, o velout ez ea rag eeun da zellet, a c’halvaz anezhan euz a greiz ar voden, hag a lavaraz : Moïzes, Moïzes. He-ma a respontaz : Chetu-me ama.

5. Ha Doue da lavarout : Na dostaït ket ama, emez-han ; tennit ho poutou euz ho treid, rak al leac’h m’emoc’h enn-han a zo eunn douar santel.

6. Hag e lavaraz c’hoaz : Me eo Doue ho tad, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob. Moïzes a guzaz e fas ; rak ne grede ket sellet ouc’h Doue.

7. Hag ann Aotrou-Doue a lavaras d’ezhan : Guelet am euz trubuliou va bobl, ha klevet am euz ar c’hri a daol dre’n abek da grisderi ar re a zo e penn al labourou.

8. Hag o c’houzout pegher braz eo he c’hlac’har, ounn diskennet evit he zilivra a dre daouarn ann Ejipsianed, hag evit he gas diouc’h ar vro-ma enn eur vro vad ha braz, enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel, e douarou ar Gananeed, ann Hetheed, ann Amorrheed, ar Pherezeed, ann Heveed hag ar Jebuzeed.

9. Kri-forz bugale Israël zo deuet beteg en-oun, ha guelet am euz ho zrubuliou, hag e pe zoare int flastret gant ann Ejipsianed.

10. Mes deuit, hag e kasinn ac’hanoc’h, da gavout Pharaon ; evit ma tennot va bobl, bugale Israël, euz ann Ejipt.

11. Moïzes a lavaraz da Zoue : Piou oun-me, da vont da gavout Pharaon, ha da denna bugale Israël euz ann Ejipt.

12. Doue a respontaz d’ezhan : Me a vezo gan-ehoc’h ; hag az zin-ma ho pezo, evit gouzout eo me am euz ho kaset. Pa ho pezo tennet va bobl euz ann Ejipt, e reot eur zakrifis da Zoue var ar menez-ma.

13. Moïzes a lavaraz da Zoue : Mad, mont a rinn da gavout bugale Israël, hag e livirinn d’ezho : Doue ho tadou en deuz va digaset d’ho kavout. Ma lavaront d’in : Pe hano en deus-hen ? Petra a livirinn-me d’ezho ?

14. Doue a lavaraz da Voïzes : Bez’ez ounn ann hini ez ounn. Ha c’hoaz : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël : Ann hini a zo en deuz va digaset d’ho kavout.

15. Ha Doue a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël ; Ann Aotrou, Doue ho tadou, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob, en deuz va digaset d’ho kavout ; ann hano-ze eo va hano da vikenn, ha drez-han ann dud, a rum-da-rum, a zalc’ho sonj ac’hanoun enn holl amzeriou.

16. It ha dastumit ar re goz en Israël, hag e leverot d’ezho : Ann Aotrou, Doue ho tadou en deuz en em ziskouezet d’in, Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob, o lavarout : Deuet ounn d’ho kuelet, ha guelet am euz ann holl draou a zo c’hoarvezet gan-ehoc’h enn Ejipt.

17. Hag em euz lavaret e renkenn ho tenna diouc’h trubuliou ann Ejipt, hag ho kas da vro ar Gananeed, ann Heteed, ann Amorrheed, ar Pherezeed, ann Heveed, hag ar Jebuzeed, enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel.

18. Hag e selaouint ho mouez ; hag ez eot, c’houi hag henaoured Israël[3] beteg roue ann Ejipt, hac e leverot d’ezhan : Ann Aotrou, Doue ann Hebreed, en deuz hor galvet : mont a raimp hed tri dervez kerzed ebarz er gouelec’h evit ober eur zakrifis d’ann Aotrou hon Doue.

19. Mes gouzout a rann penaoz roue ann Ejipt n’ho lezo ket da vont kuit, nemet forset e ve gant eunn dourn nerzuz.

20. Astenn a rinn eta va dourn, ha skei a rinn var ann Ejipt dre ann holl vurzudou a dlean ober enn ho c’hreiz, ha goudeze e lezo ac’hanoc’h da vont kuit.

21. Hag ober a rinn ma kavo ar bobl-ma trugarez dirag ann Ejipsianed, ha pa’z eot kuit, n’ez eot ket ho taouarn goullo.

22. Mes ar vaouez a c’houlenno digant he amezeghez ha digant he hostizez listri arc’hant ha re aour, ha dillad : hag ho lakaat a reot var ghein ho paotred hag ho merc’hed, hag e tibourc’hot ann Ejipt.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Menez Horeb ha menez Sinaï a zo daou benn euz ar memes menez ; ha chetu perag e veleur ebarz er Skritur e roaz Doue he lezen d’ar bobl, guech var venez Sinaï, gueach var venez Horeb ; enn-deeun ne d-int nemet ar memes menez. Menez Doue a rear anezhan, dre ma en deuz ann Aotrou Doue en em roet da anaout eno e meur a apparition ha dre eunn niver braz a viraklou, pere ho deuz diskouezet d’ann dud he c’hloar, he c’halloud hag he vadelez. ℣ 2. Moïzes a vele ann tan er voden hag ar voden na zeve ket. Ar veledighez vraz-se, hervez ann tadou santel, a verke kalz a draou. Da ghenta, skeudenni a rea ar stad emedo neuze pobl Doue, hag a dlie padout bete fin ar bed, ato e kreiz ann drubuill hag ar boan, hep beza morse dismantret. D’ann eil, e verke e vije bepred lezen Doue dirag he zaoulagad evel eur sklerijenn gaer, hep tomma he galoun nag he c’hounit da Zoue evit mad. Bez’ez oa c’hoaz eur skeud euz ann tan a ziskennaz var ann ebestel da zeiz ar Pantekost, ha na reaz drouk ebed d’ezho, mes peur-netaat ar pez a oa c’hoaz enn-ho a c’houander hag a fillidighez, hag ho c’harga euz a zonezonou ar Speret Santel. Er voden-ze, eme c’hoaz hor Mamm Zantel ann iliz, ec’h anavezomp ar Verc’hez-Gloriuz-Vari, bepred Guerc’hez, ha dinam e kreiz eur bed goloet a bec’hejou.

℣ 8. Hag he gaz enn eur vro e red enn-hi al leaz hag ar mel. — Houn-nez a ioa eur fesoun da gomz evit diskouez founder ha pinvidighez ar vro a bromete Doue d’he bobl. Ann douar prometet a oa neuze frouezusoc’h eghet ne d-eo hirio ; millighet eo bet divezatoc’h. Mes ann douar santel se a oa eur skeud euz ar vro binvidik a bromet Doue d’he zervicherien vad, e peleac’h e leunio ann eneou gant madou braz he di, hag e lakai da redek var-n-ezho eur ster a zudiou.

℣ 14. Bez’ez ounn ann hini ez oun. — Hen-nez eo hano braz ann Aotrou-Doue, hag a verk he eternité, eme ann Tadou. Ann eternite n’e deuz na koumansamant na fin. Ann hini a zo. — Piou a hell kemerout ann hano-ze nag enn env nag enn douar, nemet Doue ? Ann traou holl a zo bet krouet, ha na badont ket ato, da vihana na choumont ket er memes stad. Ann elez ho-unan hag eneou ann dud ho deuz chenchet stad, Doue hepken a zo bepred ar memes tra, hag he vloasiou na finvezint biken.

℣ 22. Hag e tibourc’hot ann Ejipt. — Doue a ra justis abred pe zivezad ; ann Ejipsianed a oa deuet pinvidik gant labourou grevuz bugale Israel, ha bugale Israel ne oant ket paeet diouc’h ho foan ; pa’zaint er meaz euz ann Ejipt, Doue a lakai ann Ejipsianed da bresta d’ezho dillad brao, listri aour hag arc’hant, evit ober ho zakrifis, hag ann traou-ze a choumo gant-ho evit ho digoll euz ho labourou.





PENNAD IV.


Doue a gas Moïzes da gavout he vreudeur enn Ejipt.


1. Moïzes a respontas da Zoue, hag a lavaraz : Ne gredint ket ac’hanoun, ha ne zelaouint ket va mouez, mes lavarout a raint : Ann Aotrou n’en deuz ket en em ziskouezet d’ehoc’h.

2. Doue a lavaraz eta d’ezhan : Petra a zalc’hit-hu enn ho tourn ? Hen a respontaz : Eur voalen.

3. Hag ann Aotrou a lavaraz : Taolit-hi d’ann douar. He zeurel a eure, hag e oe chenchet enn eunn aër, enn hevelep fesoun ma tec’haz Moïzes var he ghiz.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz : Astennit ho tourn, ha kroghit enn he lost. Astenn a reaz he zourn, hag e savaz ann aër, hag ann aër a zeuaz adarre da veza goalen.

5. Kement-ma a zo, eme Zoue, evit ma kredint en deuz ann Aotrou, Doue ho zadou en em ziskouezet d’eoc’h, Doue Abraham, Doue Isaak, ha Doue Jakob.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz c’hoaz : Likiit ho tourn enn ho pruched. Hag o veza lekeat he zourn enn he vruched, hen tennaz ac’hano goloet a lovrentez guenn ec’hiz erc’h.

7. Likiit ho tourn endro enn ho pruched, eme Zoue. Hen lakaat a reaz ; hag hen tennaz adarre, hag e oa henvel endro ouc’h ar rest euz he gorf.

8. Ma na gredont ket ac’hanoc’h eme ann Aotrou, ha ma na zelaouont ket mouez ar burzud kenta, e kredint da vouez ann eil vurzud.

9. Ha ma na gredont ket c’hoaz d’ann daou vurzud-se, ha ma na zelaouont ket ho mouez, kemerit dour euz ar ster, ha skuillit-hen var ann douar, hag ar pez ho pezo tennet euz ar ster a vezo chenchet e goad.

10. Moïzes a lavaraz neuze : Me ho ped, Aotrou, da deurel evez penaoz n’ounn bet biskoaz eunn den helavar[4], na deac’h na derc’hent deac’h ; hag abaoe ma hoc’h euz komzet ouz ho servicher, ounn deuet besteod goassoc’h eghet araok.

11. Ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Piou en deuz great ghenou ann den ? Ha piou en deuz krouet ar mud hag ar bouzar, ann hini a vel hag ann hini a zo dall ? Ha ne ket me eo ?

12. It eta, ha me vezo enn ho kenou, hag a zesko d’ehoc’h ar pez ho pezo da lavarout.

13. Mes hen : Me ho ped, Aotrou, emez-han, kasit ann hini a dleit da gas.

14. Doue fachet oc’h Moïzes a lavaraz : Aaron ho preur euz a veuriad Levi, gouzout a rann ez eo eunn den helavar ; chetu ema o tont var hoc’h arbenn, ha pa ho kuelo e vezo laouen he galoun.

15. Komzit d’ezhan, ha likiit va c’homzou enn he c’henou, ha me vezo enn ho kenou-hu, hag enn he hini, ha me a ziskouezo deoc’h ho taou petra ho pezo da ober.

16. Hen a gomzo evit-hoc’h d’ar bobl ; mes c’houi a vezo he ghelenner er pez a zell ouc’h Doue.

17. Kemerit ivez ar voalen-ma enn ho tourn ; gant-hi e reot burzudou.

18. Moïzes a zistroaz neuze da gavout Jethro he dad-kaer, hag a lavaraz d’ezhan : Mont a rinn ha distrei a rinn da gavout va breudeur enn Ejipt, da velout ha beo int c’hoaz. Jethro a lavaraz d’ezhan : It e peoc’h !

19. Ann Aotrou eta a lavaraz da Voïzes e bro Madian : It, ha distroit d’ann Ejipt ; rak maro int holl, ar re a glaske lemel ho puez digan-e-hoc’h.

20. Moïzez eta a ghemeraz he c’hreg hag he vipien, ho lekeaz var ghein eunn azen, hag a zistroaz d’ann Ejipt, o toughen enn he zourn goalen Doue.

21. Hag ann Atrou Doue a lavaraz d’ezhan pa oa o tistrei d’ann Ejipt : Na vankit ket da ober dirak Pharaon ar burzudou em euz lekeat enn ho kourc’hemen. Me a galedo he galoun, ha ne laosko ket va bobl da vont kuit.

22. Ha c’houi a lavaro d’ezhan : Chetu ama petra a lavar ann Aotrou : Va map henan eo Israël :

23. Lavaret am euz d’ehoc’h : Lizt va map da vont kuit evit ma servicho ac’hanoun ha ne ket falvezet d’eoc’h hen leuskel ; chetu emaounn o vont da laza ho map henan.

24. Ha pa oa Moïzes enn hent, ann Aotrou Doue en em gavaz gant-han enn hostaleri, hag e felle d’ezhan he laza.

25. Raktal Sephora a ghemeraz eur mean lemm-lemm, hag a envoadaz[5] he map, hag en eur douch ouc’h treid Moïzes e lavaraz : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun.

26. Hag ann Aotrou hen lezaz da vont, goude ma e doa lavaret : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun, dre’n abek d’ann envoad.

27. Hoghen ann Aotrou Doue a lavaraz da Aaron : Kit var arbenn Moïzes er gouelec’h. Hag ez eaz var he arbenn tre beteg var menez Doue, hag e pokaz d’ezhan.

28. Ha Moïzes a gountaz da Aaron ann holl gomzou dre bere en doa Doue he gaset, hag ar burzudou en doa gourc’hemennet ober.

29. Hag e teujont ho daou enn Ejipt, hag e tastumjont holl henaoured bugule Israël.

30. Hag Aaron a zanevellaz ann holl gomzou en doa Doue lavaret da Voïzes, hag a reaz burzudou dirag ar bobl.

31. Hag ar bobl a gredaz. Hag e komprenjont en doa ann Aotrou Doue bizitet bugale Israel, hag en doa sellet ouz ho enkresiou ; ha stouet beteg ann douar, ec’h adorjont.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Ne gredint ket ac’hanoun. — Ar c’homzou-ze a verk spered humbl ann den santel Moïzes, pehini oc’h anavezout he zistervez, en doa aoun braz o kemer ar garg a felle da Zoue fisiout enn-han. Ann dud vuel ha fur n’en em hastont ket d’en em lakaat e karg ebet. Gant guir abek e lavare : Ne gredint ket ac’hanoun. Rak ar skiant vad a lavar ne ket furnez kredi dioc’h-tu da ghement hini a zeu da ziskleria d’eomp traou burzudus, na pa lavarfe e ve euz a berz Doue, ma na ziscouez ket dre he zantelez ha dre vurzudou eo Doue en deuz he gaset. Pa’z e bet plijet gant Doue kas eur re bennag da brezeg d’ann dud euz he berz, e roe d’ezho bepred eur galloud braz, ar galloud da ober miraklou, evit diskouez e oant he vir gannaded. Kement-se a zo bet anat, e Moïzes hag er brofeted, e Jezuz-Krist hag enn he Ziskibled. Ann heretiked, ha fondaterien eur religion faoz na reont ket a viraklou. Nag ar veleien ken nebeut, a lavaro unan bennag. Guir eo, mes miraklou Jezuz-Krist ha re ann Ebestel a zo d’ezho, pe da vihana d’ho religion : rak prouvi a reont, o pignat euz ann eil d’eghile, ez int successored d’ann ebestel, hag e talc’hont leac’h Jezuz-Krist he-unan e kreiz ann dud, pa vezont oc’h ober deveriou ho c’harg. Ann heretiked ha mistri religionou nevez n’hellont ket ober ann dra-ze.

℣ 2. Petra a zalc’het-hu enn ho tourn ?… Eur c’hoalen. — Eur mesaer denved a zoug peurvuia eur c’hoalen enn he zourn, evit kas ha digas he dropel. Doue o veza choazet Moïzes da veza mesaer he bobl, a c’hourc’hemenn d’ezhan mirout he c’hoalen, evel eur merk euz he c’haloud hag euz he garg. Ac’hano eo deut ar c’hiz da rouaned ann douar derc’hel eur vaz roeal enn ho dourn, evel ar merk euz ho beli. Ann eskibien hag ann Tad Santel ar Pap ho deuz ivez ho goalennou, hanvet ar vaz eskop, evit diskouez int mesaerien ann eneou, ha karghet gant Doue d’hor c’has ha d’hon digas dre ar peuriou mad. Mar taolont ar c’hoalen-ze d’ann douar, da lavarout eo, ma en em emellont re euz a draou ar bed, o lezet deveriou ho c’harg, ar c’hoalen a zeu da veza eunn aër, pehini na hell ober nemet drouk. Pa zavont ho goalen plom hag huel, o tistrei gant feiz ha karantez da zeveriou ho c’harg, ann aër a zeu endro da veza eur c’hoalen gre ha burzuduz. Ha Doue a zo neuze enn ho ghenou, hervez ma her prometaz da Voïzez, hag ho c’homzou a zo neuze komzou Doue.

℣ 13. Me ho ped, Aotrou, kasit ann hini a dleit da gas. — Da lavarout eo, ar Mesi, ho Map, redemptor ar bed, pehini a dle beza e guirionez diboanier he bobl.

℣ 25. Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun. Sephora a anaïe ann envoad, pe lezen ar Circoncision, al lezen-ze o veza etouez he c’herent, kerkoulz hag etouez bugale Israël, pa’z e guir e oant holl bugale vihan da Abraham. Mes aoun he doa kemeret rag ann Aotrou Doue, pe rag he Eal pehini en em zalc’he dirag Moïzez, hag a c’hourdrouze he laza, dre n’en doa ket envoadet he vap Eliezer dindan ann termen merket. Hag e lavaraz : Eur pried a c’hoad oc’h evid-oun ; kuiteet am euz ti va zad evit dont d’ho heul, ann Eal a fel d’ezhan ho laza, goad va map en deuz rusiet va daouarn, mont a rit enn eur vro eleac’h ma klask ar roue ho lakaat d’ar maro ; kavit mad e tistrofenn da gavout va zad gant va daou grouadur. Hag e kuitaaz anezhan. Doue, eme Zant Aogustin a bermetaz ann disparti-ze, evit ma vije Moïzes liproc’h da ober he garg. Rak, emezhan, ministred ann Aotrou Doue ne dleont ket en em luzia gant greg ha bugale, na gant afferiou ar bed-ma.





PENNAD V.


Moïzes hag Araon, a ia da gavout Pharaon.


Euz ar bed 2513. Araok Jezuz-Krist 1491.


1. Goude kement-se, Moïzes hag Aaron a ieaz da gavout Pharaon, hag a lavaraz d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue Israël : List va bobl da vont evit ma raï d’in eur zakrifis ebarz er gouelec’h.

2. Mes hen a respontaz : Piou eo ann Aotrou, evit ma selaouinn he vouez, hag ma laoskinn Israël da vont er meaz euz va stadou ; ne anavezann ket ann Aotrou, ha na lezinn ket Israël da vont kuit.

3. Hag e leverjont d’ezhan : Doue ann Hebreed en deuz hor galvet, evit ma’z ajemp er gouelec’h, a hed tri dervez kerzed, ha ma rajemp eur zakrifis d’ann Aotrou hon Doue, gant aoun na gouezse var-n-omp ar vosen pe ar c’hleze.

4. Roue ann Ejipt a lavaraz d’ezho : Moïzes hag Aaron, perag e tistroit-hu ar bobl euz he labourou ? It hoc’h-unan d’ho labour.

5. Ha Pharaon a lavaraz : Ar-bobl-ze a zo deuet eur bobl braz em rouantelez, guelet a rit peghement eo kresket ann dud-se ; peghement muioc’h na raint-hi ket, ma roit arzao d’ezho enn ho labourou.

6. Pharaon a c’hourc’hemennaz eta d’ar re a oa e penn al labourou ha da viraerien ar bobl[6], o lavarout :

7. Hiviziken ne root mui ar c’holo d’ar bobl da ober he vrikennou, evel araok. Mes ra’z aint, ha ra zastumint ar plouz ho-unan.

8. Ha grit d’ezho fournissa ann niver brikennou a reant araok, hep distol ebed. Rak n’ho deuz netra da ober, ha chetu perag e kriont, hag e leveront : Deomp, ha greomp eur zakrifis d’hon Doue.

9. Ra vezint karghet a labourou, ha ra ho graint piz ha piz, evit na vaghint ket ho spered gant komzou ha ne d-int nemet gheier.

10. Renerien al labourou hag ar viraerien az eaz eta, hag a lavaraz d’ar bobl : Chetu ama urs Pharaon : Ne roann mui ar c’holo :

11. It, ha dastumit-hen eleac’h ma hellot kavout, ha n’e vezo diminuet netra euz ho labour.

12. Hag ar bobl en em skignaz dre holl vro ann Ejipt da zastum ar c’holo.

13. Ha renerien al labourou a starde var ann dud, o lavarout : Grit ho lod labour bemdez, evel ma oac’h boazet da ober kent, pa vije roet ar c’holo d’ehoc’h.

14. Hag ar re a oa varbenn labourou bugale Israël a oe skourjezet gant guiraerien Pharaon, pere a lavare d’ezho : Perag n’hoc’h euz-ket fournisset na deac’h nag hirio ann niver brikennou a reac’h kent ?

15. Hag ar re a goumande var vugale Israël a zeuaz hag a griaz ouc’h Pharaon, o lavarout : Perag e rit-hu kement-all d’ho servicherien ?

16. Ne roer mui ar c’holo, hag ar memes niver brikennou a c’houlenner ; ni ho servicherien, hor skourjeza a rear gant guiall, hag ho pobl a zo tretet en eur fesoun disleal.

17. Pharaon a lavaraz : C’houi zo re zibrez, ha chetu perag e livirit : Deomp, ha greomp eur zakrifis d’ann Aotrou.

18. It eta, ha labourit ; ar c’holo ne vezo ket roet d’ehoc’h ha fournissa a reot ann niver brikennou boazet.

19. Evelse ar re a goumande var vugale Israël en em gave goall nec’het, dre ma leveret d’ezho : Ne vezo diminuet netra euz ar brikennou hoc’h euz da fournissa bemdez.

20. Ha pa zeuent er meaz euz a balez Pharaon, en em gavjont gant Moïzes hag Aaron pere en em zalc’he tost eno.

21. Hag e leverjont d’ezho : Ra velo ann Aotrou, ha ra varno, great hoc’h euz ma eo falloc’h-fall hon affer, dirag Pharaon hag he zervicherien ; ho roet hoc’h euz d’ezhan ar c’hleze evit hol laza.

22. Moïzes a zistroaz da gavout Doue hag a lavaraz : Aotrou, perag hoc’h eus-hu goanet ho pobl ? Perag hoc’h eus-hu va c’haset ?

23. Rak abaoe ma ounn bet o kavont Pharaon, o komz d’ezhan enn hoc’h hano, hen en deuz trubuliet muioc’h c’hoaz ho pobl, ha n’hoc’h euz ket he dilivret.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Piou eo ann Aotrou evit ma selaouinn he vouez ? — Chetu aze eur gomz ourgouilluz, mar deuz hini, hag ar penn-kaoz marteze ma laoskaz Doue kaloun Pharaon d’en em galedi. Rak Doue a harz ouc’h ar re ourgouilluz hag a ro he c’hras d’ar re vuel.

℣ 10. Daou rum dud a ioa o kommandi var ar bobl a Israël enn he labourou. Renerien al labourou, ha guiraërien Pharaon. Ar re ghenta a oa Israelited, hag a oa karghet da evesaat ouc’h ar re a oa enn oad da labourat, d’ho c’has ha d’ho digas diouc’h ma vije ezomm. Ar renerien-ze a oa ho-unan dindan ar viraerien pere a oa ejipsianed, ha karghet gant ar roue da douch ar guiriou, ha da c’houlen digant ann Israelited ar muzul labour merket gant ar roue. Ar re-ma a voaske var ar renerien evit ma vije rentet d’ezho ann niver brikennou merket, hag ar renerien a boursue var al labourerien, evit ma heljent kaout ar gont, pa vije ret he renta. Ar renerien eo en em gavaz gant Moïzes pa oant bet oc’h ober ho c’hlemm da Pharaon, hag a rebechaz d’ezhan n’en doa great nemet drouk, o komz d’ar roue divar benn ar bobl ; great hoc’h euz, emez-ho, ne d-omp mui anduret gant Pharaon hag he dud, evel c’houes fall a glevont gan-eomp, argarzuz omp deuet d’ezho. Chetu petra eo ar bobl, prest ato da damallout d’he vistri ann drouk a c’hoarvez gant-han, ha d’en em ghemerout a-vechou ouz Doue he-unan, eleac’h gouzanv gant courach, en em zikour, ha gortoz neuze ma teuio dourn ann Aotrou-Doue d’he ziboania.

Ann Tadou Santel ho deuz remerket penaoz ar pez a reaz Pharaon d’ar bobl a Israël, pa glaske en em denna diouc’h he sklaverez, a zo eur skeud euz ar pez a ra ann Drouk-Spered da eneou ann dud, pa glaskont terri chadennou ar pec’hed hag en em rei d’ar mad. Ober a ra kement a zo enn he c’halloud evit ho derc’hel enn he sklavach. Dastum a ra en dro d’ezho afferiou diez, poaniou spered, ho flanta a ra, eme Zant Aogustin, e kreiz ar pri hag ar c’holo ; c’houeza a ra enn ho c’haloun difisianz euz a vadelez Doue, hag ar zonjenn fallakr-ma : Bikenn na hellin en em ziluzia euz a douez afferiou ar bed-ma. Ha pa glevont ho fersoun o prezeg d’ezho ann Aviel hag o tiskouez d’ezho hent ar Baradoz, int tentet da lavarout : Kement-se a zo eaz da brezeg, mes hen ober a zo eunn dra all.





PENNAD VI.


Doue a ro kaloun da Voïzes, hag a lavar d’ezhan e teui a-benn euz Pharaon.


1. Doue a lavaraz da Voïzes : Brema e velot petra emaoun o vont da ober da Pharaon ; rak eunn dourn nerzuz a rai d’ezhan lezel bugale Israël da vont kuit, ha dindan eunn dourn pounner e kaso anezho er meaz euz he vro.

2. Ha Doue a gomzaz ouc’h Moïzes o lavarout : Me eo ann Aotrou

3. Am euz en em ziskouezet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, evel ann Doue holl-c’halloudek, ha n’em euz ket diskleriet d’ezho va hano, pehini a zo Adonaï (er c’hiz all, Jehova).

4. Hag em euz great kevredighez gant-ho, evit ma rojenn d’ezho douar Kanaan, douar ho felerinach, epeleac’h int bet diavezidi.

5. Klevet am euz huanadou bugale Israël dindan goask ann Ejipsianed, hag ez euz deuet sonj d’in euz va c’hevredighez.

6. Rakse, livirit da vugale Israël : Me eo ann Aotrou a denno ac’hanoc’h diouc’h prizoun ann Ejipsianed, a zilivro ac’hanoc’h diouc’h ho sklaverez ; hag ho taspreno dre va brec’h nerzuz, ha va barn garo.

7. Ho kemer a rinn da vobl d’in, ha beza e vezinn ho Toue ; hag e ouiot ez ounn ann Aotrou ho Toue, pa em bezo ho tennet diouc’h prizoun ann Ejipsianed.

8. Ha pa em bezo ho kaset d’ar vro em euz touet rei da Abraham, da Isaak ha da Jakob ; rac he rei a rinn d’ehoc’h evit ma viot he ferc’hen, me ann Aotrou.

9. Moïzes a gountaz eta ann traou-ze holl da vugale Israël, ha ne zelaoujont ket anezhan, ker braz a oa enkrez ho c’haloun, ker grevuz ho labourou.

10. Ha Doue a gomzas oc’h Moïzez o lavarout :

11. It, ha komzit da Pharaon roue ann Ejipt, evit ma laosko bugale Israël da vont er meaz euz he vro.

12. Moïzes a respontaz dirag ann Aotrou : Chetu bugale Israël na zelaouont ket ac’hanoun : Penaoz am zelaoufe Pharaon, dreist pep tra pa’z ounn dalc’het em frezeg evel ma’z ounn.

(Ama ema hanoiou bugale Levi, beteg Moïzes hag Aaron).


————




PENNAD VII.


Kenta goalen ann Ejipt. ann dour chenchet e goad.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Chetu ho lekeat am euz da Zoue var Pharaon, hag Aaron ho preur a vezo ho profed.

2. C’houi lavaro d’ho preur ann holl draou a c’hourc’hemenann d’ehoc’h, hag hen a gomzo da Pharaon evit ma lezo bugale Israël da vont kuit euz he vro.

3. Mes me a galedo he galoun, hag evit diskouez va galloud, e rinn taol var daol burzudou braz e douar ann Ejipt.

4. Ha Pharaon na zelaouo ket ac’hanoc’h, hag ec’h astenninn va dourn var ann Ejipt, hag e tenninn va arme ha va bobl, bugale Israël, euz a zouar ann Ejipt, dre eur varn garo meurbed.

5. Hag ann Ejipsianed a ouezo ezoun-me ann Aotrou, pa em bezo astennet va dourn var ann Ejipt, ha tennet bugale Israël euz ho c’hreiz.

6. Moïzes hag Aaron a reaz eta eeun-hag-eeun evel m’en devoa gourc’hemermet ann Aotrou.

7. Hoghen Moïzes en doa pevar-ughent vloaz, hag Aaron tri bloaz ha pevar-ughent pa’z ejont da gomz ouc’h Pharaon.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron :

9. Pa lavaro d’eoc’h Pharaon : Grit burzudou dirazomp ; c’houi lavaro da Aaron : Kemerit ho koalen, ha taolit hi d’ann douar dirag Pharaon, hag e vezo chenchet enn eunn aer.

10. Moïzes hag Aaron a ieaz eta da gavout Pharaon, hag a reaz evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou, Aaron a daolaz he voalen d’ann douar dirag Pharaon hag he zervicherien, hag ar voalen a oe chenchet enn eunn aer.

11. Hoghen Pharaon a c’halvaz he dud fur hag he vagicianed, hag ar re-ma, gant chalmou ann Ejipt ha gant ho ardou kuzet, a reaz ar memes tra.

12. Teurel a rejont ann eil goude eghile ho goaligner d’ann douar, hag e oent chenchet e serpanted. Mes goalen Aaron a lounkaz ho goaligner.

13. Ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha na zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Pounnereet eo kaloun Pharaon : ne fell ket d’ezhan lezel ar bobl da vont kuit.

15. It d’he gaout mintin mad ; chetu disken a rai euz he balez d’ar ster. En em zalc’hit d’he c’hortoz var vord ar ster ; ha kemerit enn ho tourn ar vaalen a zo bet chenchet enn eur serpant.

16. Hag e leverot d’ezhan : Ann Aotrou, Doue ann Hebreed en deuz va digaset d’ho kavout, o lavarout : List va bobl da vont da ober d’in eur zakrifis er gouelec’h : ha bete vrema ne ket bet falvezet d’eoc’h va zelaou.

17. Chetu eta petra lavar ann Aotrou : E kement-ma e ouiot ez ounn ann Aotrou : Emaoun o vont da skei, gant ar voalen a zo em dourn, dour ar ster, hag e vezo chenchet e goad.

18. Hag ar pesked a zo er ster a varvo, hag ann douriou a vreino, hag ann Ejipsianed oc’h eva dour ar ster a vezo tourmantet gant ar zec’hed.

19. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : livirit da Aaron : Kemerit ho koalen, hag astennit ho tourn var zouriou ann Ejipt, ha var ho steriou, ha var ar goasiou, ha var ar guerniou ha var ann holl lennadou dour, evit ma vezint c’henc’het e goad ; ha ra vezo goad e holl zouar ann Ejipt, ken ebarz el listri koat, ken ebarz el listri mein.

20. Moïzes hag Aaron a reaz ar pez en doa gourc’hemenet an Aotrou ; Aaron a zavaz he voalen, a skoaz var zour ar ster, dirag Pharaon hag he zervicherien, hag ann dour a oe chenchet e goad.

21. Hag ar pesked a oa er ster a varvaz, hag ar ster a vreinaz, ha na helle mui ann Ejipsianed eva dour ar ster, ha ne oe nemet goad dre holl vro ann Ejipt.

22. Ha magicianed ann Ejipsianed a reaz ar memes tra dre ho chalmou ; ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha n’e zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

23. Hag e troaz he ghein, hag en em dennaz enn he balez ha na zigoraz ket he galoun ar veach se c’hoaz.

24. Hoghen ann holl Ejipsianed a doullaz hed ar ster da glask dour da eva, rak na hellent ket eva euz dour ar ster.

25. Ha seiz devez a dremenaz evelse, goude ma en devoa ann Aotrou skoet ar ster.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Chetu ho lekeat am euz da Zoue var Pharaon. — Ho kreat am euz Doue Pharaon, da lavarout eo, ober a reot dirag Pharaon traou hag a zo enn tuall da c’halloud ann dud ; ha dont a reot a-benn anezhan, evel ma teu Doue abenn euz a beptra. — Ar Skritur Sakr, e meur a leac’h a c’halv Doueou ar re a zalc’h plas ann Aotrou-Doue etouez ann dud evel ar varnerien, ar veleien, hag ann Elez. Na oall-gomzit ket euz ann doueou, da lavarout eo, euz ar varnerien (Exod 22. 28). Doueou oc’h, ha mipien ann Holl-C’haloudek. (Ps. 81.6) Mar c’halvet Doueou ar re en deuz Doue roet he gomz d’ezho, perag e livirit-hu, eme Jesus-Christ d’ar juzevien, em eus-me goall gomzet dre m’am euz lavaret ez ounn Map da Zoue, me Pehini a zo bet sanctifiet gant ann Tad ha digaset er bed-ma. (St-Iann 10. 35.)

℣ 22 Ha sorcerien ann Ejipsianed a reaz ar memes tra. — Sant Paol enn he eil lizer da Dimotheus, a zesk d’eomp hanoiou daou euz ar zorcerien-ze : Jannes ha Mambres, emez-han, a glaskaz ober penn da Voïzes. — Penaoz ec’h hellaz ar vagicianed-se ober ar memes burzudou ha Moïzes ? Da ghenta n’e rejont ket ar memes burzudou ha Moïzes. Moïzez a reaz guir viraclou, ha burzudou ar vagicianed ne oant nemet troiou soutil. Doue hepken, pe eunn den aberz Doue a hell ober eur guir virakl, da lavaret eo, chench lezennou ann natur, evel ober eunn aer euz a eur vaz, chench dour e goad, ha Doue n’en deuz ket roet ar galloud-se d’ann droug-sperejou. Mes ann droug-sperejou ho deuz anaoudeghez vraz euz a ghement tra a zo bet krouet, hag a hell ober, gant permision Doue, eleiz a draou enn tu all da ouizieghez ann dud. Petra a vir n’ho divije skrapet soutil ar goalennou azirag daoulagad ann holl, ha digaset serpanted enn ho flas ? Hon triaklerien-ni enn ho c’hoariellou, a ra meur a dro ken diez hag ann dra-ze. D’ann eil, daoust penaoz e c’hoarvezaz ann dro, gouizieghez hag ardou ar ghelc’herien na rejont nemet diskouez splanoc’h-splan galloudeghez ann Aotrou Doue rak ma ho doa chenchet ho goalligner e serpanted, goalen Moïzes a lonkaz ho serpanted ; ma ho doa chenchet dour e goad, na heljont ket digas endro ar goad-se da zour, evel ma reaz Moïzes e penn seiz devez. Digas a rejont raned var ar vro, mes n’ho doe ket ar galloud d’ho c’has kuit. Evelse Doue a ziskoueze e roe d’ezho ar galloud ar gare, hag a vire out-ho ar pez en doa c’hoant. Ann dour, a gave gant ann dud a oa chenchet e goad, gant ar vagicianed, a oe digaset d’ezho euz ar mor, pe euz ar ran-vro edo ann Hebreed o choum enn-hi, rag goaligner ann Ejipt na skoent ket var zouarou ann Hebreed. Doue a gastiz alies ann dud dre leac’h ma ho deuz pec’het. Ann Ejipsianed ho doa en em zervichet euz ar steriou-ze da veuzi enn-ho bugale ann Hebreed, ha Doue a ro d’ezho da eva, koulz lavarout, goad ar vagale gheiz-se dre zourn unan anezho saveteet gant ho frinsez. Pebez kentel.





PENNAD VIII.


Eil voalen, ar raned. — Teirved goalen, ar fibu. — Pedeirved goalen, ar c’helien.


1. Ann Aotrou-Doue a lavaraz c’hoaz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou : List va bobl da vont, evit ma rai d’in eur zakrifis.

2. Ha ma na fell ket d’ehoc’h he leuskel, ez ann da skei ho rouantelez penn da benn gant raned.

3. Ar ster a daolo raned a c’hruilladou, hag e pignint ac’hano, hag ez aint enn ho ti, er gampr ma kouskit, ha var ho kuele, hag e tiez ho servicherien, hag e tiez ho pobl, hag enn ho fourniou, hag er boedou all ho pezo aozet.

4. Ia, mont a rai ar raned enn ho ti, e tiez ho pobl, hag e tiez hoc’h holl zervicherien.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Livirit da Aaron : Astennit ho tourn var ar steriou, ha var ar goasiou, ha var ar guerniou, ha digasit raned var zouar ann Ejipt.

6. Hag Aaron a astennaz he zourn var zouriou ann Ejipt, hag ar raned a bignaz, hag a c’holoaz douar ann Ejipt.

7. Hoghen ar ghelc’herien, gant ho breou, a reaz ar memes tra, digas a rejont raned var zouar ann Ejipt.

8. Koulskoude pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : Pedit ann Aotrou, evit ma plijo gant-han lemel ar raned diouz-in hu diouc’h va bobl, hag e lezinn ar bobl da vont kuit ; evit ma rai eur zakrifis d’ann Aotrou.

9. Moïzes a lavaraz da Pharaon : Merkit d’in ann deiz ma pedinn evid-hoc’h, hag evit ho servicherien, hag evit ho pobl, evit ma vezo kaset ar raned divar ho tro, ha diouc’h ho ti, ha diouc’h ho servicherien, ha diouc’h ho pobl, ha ma choumint ebarz er ster.

10. Pharaon a respontaz : Var c’hoaz. Ha Moïzes d’he dro : Ober a rinn, emez-han, hervez ho ker ; evit ma ouiot penaoz ann Aotrou hon Doue n’en deuz ket he bar.

11. Ia, ar raned en em denno kuit divar ho tro, ha diouc’h ho ti, ha diouc’h ho servicherien, ha diouc’h ho pobl ; hag e choumint ebarz er ster.

12. Neuze Moïzes hag Aaron a zeuaz kuit a zirak Pharaon ; ha Moïzes a griaz etrezeg ann Aotrou divar-benn ar bromessa en devoa great da Pharaon d’he zilivra diouc’h ar raned.

13. Hag ann Aotrou a reaz ar pez a c’houlenne Moïzes ; ar raned a oa enn tiez, er c’heriou, hag er parkeier a varvaz.

14. Dastumet e oent e berniou braz meurbed, hag ar vro a oe karghet a flear epad eur pennad amzer.

15. Hoghen Pharaon, o velout e oa roet distenn d’ezhan, a galedaz he galoun, ha na zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

16. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Livirit da Aaron ; Astennit ho koalen, ha skoit var boultren ann douar, ha ra vezo karghet a fibu holl zouar ann Ejipt.

17. Hag e rejont evelse. Aaron a astennaz he zourn, o terc’hel he Voalen ; a skoaz var boultren ann douar, hag ar fibu en em stagaz oc’h ann dud hag oc’h al loened ; holl boultren ann douar a oe chenchet e fibu dre holl zouar ann Ejipt.

18. Hag ar vagicianed a reaz ar memes tra gant ho chalmou, o klask digas fibu var ar vro ; ha na heljont ket ober. Hag ar fibu a c’holoe ken ann dud ken al loened.

19. Hag ar ghelc’herien a lavaraz da Pharaon : Biz ann Aotrou Doue a zo ama. Ha kaloun Pharaon en em galedaz, ha ne zelaouaz ket Moizes hag Aaron, hervez m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou.

20. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Savit mintin mad, hag en em zalc’hit dirag Pharaon, rak diskenn a rai euz he balez d’ar ster, hag e leverot d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou : List va bobl da vont, evit ma rai d’in eur Zakrifis.

21. Hoghen, ma n’hen lezit ket da vont, me ia da zigas var-n-hoc’h, ha var ho servicherien, ha var ho pobl, hag enn ho tiez, kelien a bep seurt ; ha tiez ann Ejipsianed a vezo karghet a ghelien a bep seurt, hag ann holl leac’hiou ma vezint o choum enn-ho.

22. Hag enn deiz-se me rai eur burzud e kenver douar Gessen e peleac’h ema va bobl ; ne vezo ket a ghelien eno ; evit ma ouiot ez ounn ann Aotrou dre ar bed holl.

23. Disparti a likiinn evelse etre va bobl hag ho pobl ; ar burzud-se a c’hoarvezo varc’hoaz.

24. Hag ann Aotrou a reaz evelse. Hag eunn taol braz a ghelien a zeuaz e tiez Pharaon, hag e tiez he zervicherien, ha var holl zouar ann Ejipt ; hag ann douar a vreinaz gant ar ouenn ghelien-ze.

25. Ha Pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : It, ha grit ar zakrifis d’ho Toue ebarz er vro-ma.

26, Ha Moïzes a lavaraz : N’hellomp ket ober evelse ; rak laza a raimp enn enor d’ann Aotrou hon Doue loened hag a zo doueou ann Ejipsianed. Hoghen mar sakrifiomp dirag ann Ejipsianed ann traou a adoront, e flastrint ac’hanomp a daoliou mein.

27. Mont a raimp hed tri dervez kerzed er gouelec’h, hag e raimp ar zakrifis d’ann Aotrou hon Doue, hervez ma en deuz gourc’hemennet d’eomp.

28. Ha Pharaon a lavaraz : Ho lezel a rinn da vont, evit ma reot ar zakrifis d’ann Aotrou ho Toue ebarz er gouelec’h ; mes a-vad ne d-it ket pelloc’h ; pedit evidoun.

29. Ha MoÏzes a lavaraz : Kerkent ha ma vezinn eat ac’han a ziraz-oc’h, e pedinn ann aotrou, hag ar c’helien en em denno kuit varc’hoaz diouc’h Pharaon, diouc’h he zervicherien, ha diouc’h he bobl ; hoghen, na dromplit mui ac’hanoun, o choum hep lezel ar bobl da vont da ober eur zakrifis d’ann Aotrou.

30. Moïzes o veza eat kuit a zirag Pharaon, a bedaz ann Aotrou,

31. Pehini a reaz hervez he gomz ; kag e kasaz ar c’helien kuit diouc’h Pharaon, ha diouc’h he dud, ha diouc’h he bobl ; na choumaz ket unan zo ken er vro.

32. Ha kaloun Pharaon a bounneraaz, enn hevelep fesoun ne lezaz ket ar bobl da vont kuit ar veach-se c’hoaz.


————


SKLERIDIGHEZ.


Eaz a oa kavout ar poell pe ann displeg euz ar voalen ghenta a daolaz Doue var ann Ejipt, ann dour chenchet e goad ; ann Ejipsianed ho doa beuzet bugale ann Hebreed ebarz er ster, ha Doue a reaz d’ezho ho goad da eva, mes perag digas var ar vro, raned, fibu, ha kelien.

Ar raned n’int ket ato loenedigou a ghelou mad ; alies e kanont hag ar goanv ne vez ket c’hoaz tremenet. Ho rakach, eme zant Aogustin, a verke komzou kaer Pharaon hag, he bromessaou vean, hag ho frezanz a gastize he zislealded.

Ar fibu, loenedigou dister, mes hegasuz, Doue ho digasaz evit diskar gant ken dister dra ourgouil Pharaon hag he fisianz re vraz enn he zorserien. Gant eur c’hreunen sabl ec’h harz ar mor kounnaret, gant eur fibuen e tivarc’h holl ouizieghez tud fur ann Ejipt. Na heljont ket ober fibu ! Doue a ziskoueze dre ghement-se penaoz, mar greant burzudou, n’ho greant nemet dre he bermission. Ar vagicianed hen anzavaz o lavarout da Pharaon : Biz ann Aotrou-Doue a zo ama ; ne d-aimp ket pelloc’h. Mes Pharaon n’ho zelaouaz ket muioc’h evit na zelaoue Moïzes ; ha Doue a zigasaz d’ezhan kelien brasoc’h, kelien vinimus pere a daghe, koulz lavarout, tud ha loened. Ar c’hastiz a ia var gresk ; Doue, eme levr ar furnez, 11. 18, en divije gallet leuskel enn eunn taol var ann Ejipsianed bandennadou ourzed, ha leoned fero ; mes Doue bepred mad, a sko da ghenta eunn taolik skanv, evit lakaat ar pec’her da evesaat ha da zistrei eaz var ann hent mad divar behini eo nevez faziet. Ma na zistro ket, Doue a sko pounneroc’h taol ; ha mar gra ar pec’her penn kaled, Doue a zeu ker kalet hag hen. Mar marv ann den enn he bec’hed, he aheurtamant a zeu siouaz da veza Eternel, ha Doue he boursu ivez siouaz, gant eur c’hastiz eternel !

Fall braz a gavomp dislealded Pharaon, o vankout ken alies-se d’he c’her ; ha peurvuia n’omp ket guelloc’h hon-unan e kenver Doue. Pa zantomp he zourn o poueza var-n-omp dre eur c’hlenved pe dre eur reus bennag, e reomp ar promessaou ar re gaera da zistrei out-han ; ha pa eo tremenet ann drouk pe ar riskl, ne reomp netra evit tenna hon eneou diouc’h sklaverez ar pec’hed.





PENNAD IX.


Pemped goalen, ar vosen var al loened. — C’houec’hved goalen, c’houezighellou liskidik var groc’hen ann dud. — Seizved goalen, ar grizill.


1. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : List va bobl da vont, evit ma rai eur zakrifis d’in.

2. Ha chetu, ma refusit c’hoaz, ha ma ho d’alc’hit,

3. va dourn a vezo var ho parkeier ; ha var ho kezek, hoc’h azened, ho kanvaled, hoc’h ejenned hag ho tenved, e kouezo eur vosen c’hrevuz meurbed.

4. Hag ann Aotrou a rai eur burzud, en eur zispartia ann traou a zo da Israël diouc’h ann traou a zo d’ann Ejipsianed ; evit ne varvo netra euz ar pez a biaou ouc’h bugale Israël.

5. Ann Aotrou en deuz merket ann amzer, o lavarout : Varc’hoaz e rai Doue var ann douar-ma ar pez en deuz lavaret.

6. Antronoz eta ann Aotrou a reaz ar pez en doa lavaret ; hag holl loened ann Ejipsianed a varvaz ; mes euz loened bugale Israël ne varvaz nikun.

7. Ha Pharaon a gasaz da velet ; ha ne oa maro netra euz ar pez a berc’henne Israël. Mes kaloun Pharaon a bounneraaz, ha ne lezaz ket ar bobl da vont kuit.

8. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron : Kemerit, leiz no taouarn, ludu euz ann oaled, ha ra daolo Moïzes al ludu-ze enn ear dirag Pharaon.

9. Ha ra gouezo ar boultren-ze var holl zouar ann Ejipt ; hag e savo gouliou ha c’houezighellou liskidik var ann dud ha var al loened, dre holl zouar ann Ejipt.

10. Hag e kemerjont ludu euz ann oaled, hag en em zalc’hjont dirag Pharaon, ha Moïzes a daolaz al ludu enn ear ; hag e savaz gouliou ha c’houezighellou liskidik var ann dud ha var al loened.

11. Hag ar vagicianed na hellent ket en em zerc’hel dirag Moïzes dre’n abek d’ar gouliou a oa enn-ho, evel enn dud all, dre holl zouar ann Ejipt.

12. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon ; ha ne zelaouaz ket Moïzes hag Aaron, evel ma en devoa ann Aotrou hen diskleriet da Voïzes.

13. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Savit mintin, hag en em zalc’hit dirag Pharaon, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : List va bobl da vont, evit ma rai eur zakrïfis d’in.

14. Rak ar veach-ma e skoinn gant va holl c’hoaligner var ho kaloun, ha var ho servicherien, ha var ho pobl ; evit ma ouiot n’euz ket par d’in var or bed holl.

15. Rak brema ec’h astenninn va dourn, hag e taolinn var-n-hoc’h ha var ho pobl ar vosen, hag e varvot c’houi divar ann douar.

16. Rak ho lekeat am euz ar pez ma’z oc’h, evit ma tiskouezinn enn-hoc’h va holl-c’halloud, ha ma vezo brudet va hano dre ar bed holl.

17. Ha c’hoaz e talc’hit-hu va bobl, ha na fell ket d’ehoc’h he leuskel da vont kuit ?

18. Mad, varc’hoaz d’ann heur-ma memes, e likiinn da goueza eur grizill spountuz, evel n’euz bet biskoaz enn Ejipt abaoe ma ez euz tud er vro-ma, beteg ann deiz a hirio.

19. Kasit eta euz a vrema, ha dastumit ho loened ha kement mad hoc’h euz var ar meaz ; rak ann dud, hag al loened ha kement tra a vezo kavet er meaz, ha ne vezint ket bet dastumet euz ar parkeier, hag e kouezo ar grizil var-n-ezho, a varvo.

20. Ar re euz a zervicherien Pharaon a zoujaz komz ann Aotrou, a reaz dastum ho zervicherien hag ho loened enn tiez.

21. Mes ar re ne rejont stad ebed euz a gomzou ann Aotrou, a lezaz ho zervicherien hag ho loened er parkou.

22. Ha Doue a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var-zu ann env, evit ma kouezo grizill e holl zouar ann Ejipt var ann dud ha var al loened, ha var holl c’heod ar mezou e bro ann Ejipt.

23. Ha Moïzes a astennaz he voalen etrezeg ann env, hag ann Aotrou a zigasaz gurun, ha grizill, ha luc’hed o taredi var ar vro euz ann eil penn d’eghile ; hag ann Aotrou a lekeaz eur glao grizill da goueza var zouar ann Ejipt.

24. Ar grizill hag ann tan mesket ann eil gant eghile a foete var eunn dro : Hag ar grounou grizill-ze a oa ker braz, na oe guelet biskoaz grizill ker braz e holl vro ann Ejipt, abaoe ma oa tud o choum enn-hi.

25. Hag ar grizill a lazaz e holl zouar ann Ejipt kement a oa er mezou, adaleg ann dud beteg al loened ; ar grizill a lazaz ivez holl c’heod ar mezou, hag a vrevaz holl vez ar vro.

26. Nemet e douar Gessen, eleac’h ma choume bugale Israël, eno ne gouezaz ket a c’hrizill.

27. Ha Pharaon a gasaz da c’hervel Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : Pec’het am euz ar veach-ma c’hoaz ; ann Aotrou a zo just, ha me ha va bobl, ni a zo dizouj e kenver Doue.

28. Pedit ann Aotrou, evit ma ehano ar gurunou braz-se hag ar grizill, ha ma ho lezinn da vont kuit, ha na choumot mui ama pelloc’h.

29. Moïzes a respontaz : Pa vezinn eat er meaz euz ar ghear, me a astenno va daouarn etrezek ann Aotrou, hag ar gurunou a ehano, ha ne vezo ken a c’hizill ; evit ma ouiot eo ann douar d’ann Aotrou.

30. Hoghen gouzout a rann na zoujit ket c’hoaz ann Aotrou-Doue, na c’houi nag ho servicherien.

31. Al lin eta hag ann heïz a oe goastet, dre ma oa glaz ann heïz, ha dre ma oa al lin oc’h ober he zeliou.

32. Mes ar guiniz hag ann edou ne oent ket goastet, dre ma oant divezatoc’h.

33. Moïzes o veza eat a zirag Pharaon, hag er meaz euz ar ghear, a astennas he zaouarn etrezeg ann Aotrou, hag ec’h ehanaz ar gurunou hag ar grizill, ha ne gouezaz mui berad glao var ann douar.

34. Hoghen Pharaon o velout e oa ehanet ar glao, ar grizill hag ar gurunou, a greskaz he bec’hed.

35. He galoun hag hini he zervicherien a bounnerraaz, a galedaz meurbed ; ha ne lezaz ket bugale Israël da vont kuit, evel m’en devoa gourc’hemennet ann Aotrou dre c’henou Moïzes.


————


SKLERIDIGHEZ.


Er pennad-ma evel enn eghile, n’hon euz nemet adori justiz Doue, he furnez hag he vadelez, memes enn he gastizou. Ne douch ket c’hoaz ouc’h ann dud, da vihana enn ho eneou. Divezatoc’h e rai, pa lazo enn eunn nozvez holl vipien henâ ann Ejipsianed dre zourn he Eal goaster. Mes araog mont beteg eno, e sko var ar pez ho deuz a vella, evel ho loened, ho c’horvou, ho zrevajou. Mes ann Ejipsianed na dennont profit ebed euz ar c’henteliou trugarezuz-se.

Ar galeder a galoun euz a behini e komzer alies ama, ne ket Doue he grea, mes ann dud dre ho bolontez ho-unan. Ann heretiked hanvet hugunoded ho deuz goall ghemeret ar gomz-se a lavare Doue, kaledi a rinn kaloun Pharaon. « Mar pec’homp eta, emez-ho, Doue a zo kaoz, hen eo a zall ac’hanomp ; ha ma na reomp ket ar mad, hen eo a revuz d’eomp he c’hras. » Ar Skritur en em isplik drez-han he-unan, pe dre ann iliz katholik. Hoghen ma lavar ar Skritur : Doue a galedaz kaloun Pharaon, e lavar ivez Pharaon a Galedaz he galoun, Pharaon a reudaz he galoun enep Doue. Hag ann holl zent a lavar penaoz ar gomz-se ker stank er Skritur : Doue ho dallaz, Doue a galedaz he galoun, a zinifi e lez Doue ann den da ober he benn ; hag ann den lezet gant-hân he-unan ne d-eo nemet tevalijen ha fallagriez. Ha c’hoaz, emez-ho, Doue na lez ket ann den enn holl d’ann holl gant-han he-unan, he c’hras a sko bepred var he galoun dre vouez ar goustianz, ha dre ghenteliou all ; evel ma reaz e kenver Pharaon ; mes Doue ne ket dalc’het da rei d’ann holl he c’hrasou kre ha nerzuz, evel ma reaz e kenver Sant Paol, Sant Aogustin, ha kalz a re all. Goulennomp ar grasou-ze evel eunn drugarez aberz Doue, mes nann evel eunn dra dleet d’eomp.

℣ 16. Rak ho lekeat am euz ar pez ma’zoc’h evit ma tiskouezinn enn-hoc’h va holl c’halloud. — Evesait c’hoaz ouc’h ar c’homzou-ze ; ann heretiked a lavaro d’ehoc’h : « Guelit, Doue a ra ar bec’herien ar pez ma’zint ; petra a dal d’eomp klask en em vellaat. » Ne ket ann dra-ze eo, eme zant Aogustin, Doue en deuz ho great tud, hag hi ho-unan ho deuz en em c’hreat tud fall. Ha Doue a ouezo tenna he c’hloar euz ho droughiez memes. Doue ho gouzanv gant trugarez er vuez-ma, hag a ro kentel drez-ho d’he dud vad, enn eur lavaret d’ezho e goueled ho c’haloun : Ha guelloc’h e veac’h-hu evit-ho, panevet va gras ? Nann, Aotrou, a responto pep ene kristen ! Doue en em zervich c’hoaz euz ann dud fall evit amproui he vignouned dre ho malis hag ho hiskiniou a bep seurt. Ha ma renk, siouaz ! ho c’hastiza er bed all, ho foaniou diremed a gresko anaoudeghez-vad ar zent, ho c’harantez hag ho estlamm, o velet pegher mad eo bet Doue enn ho c’henver, da veza ho zaveteet diouc’h eunn hevelep goalleur.





PENNAD X.


Eizved goalen, ar c’hilleien-raden pe ar zaillerezed. Naved goalen, ann devalijen.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : It da gavout Pharaon enn he balez ; rak kaledet am euz he galoun, hag hini he zervicherien, evit ma rinn va holl vurzudou enn-han.

2. Hag evit ma kountot d’ho pugale ha d’ho pugale vihan, evesiek o selaou, pet gueach em bezo flastret ann Ejipsianed, ha pet burzud am bezo great enn ho zouez ; hag evit ma ouiot ez ounn ann Aotrou.

3. Moïzes hag Aaron a ieaz eta da gavout Pharaon enn he balez, hag e leverjont d’ezhan : Chetu petra a lavar ann Aotrou, Doue ann Hebreed : Bete p’eur e fell d’ehoc’h-hu choum hep plega d’in-me ? List va bobl da vont evit ma rai eur zakrifis d’in.

4. Hoghen mar harzit ouz-in, ha ma ne fell ket d’e-hoc’h he lezel da vont ; chetu e tigassinn varc’hoaz killeien-raden var ho pro penn da benn.

5. Golei a raint gorre ann douar, ha na vezo guelet tamm ebed anezhan ; hag e tebrint kement mad a zo choumet a zilerc’h ar grizill, rak krignata a raint kement bod-koat a vrons er parkeier.

6. Karga a rint ho tiez, ha re ho servicherien, ha re ann holl Ejipsianed ; ha kement a vezo anezho, n’ho deuz biskoaz ho tadou nag ho tadou koz guelet kement-all, abaoe ma int deuet var ann douar beteg ann deiz a hirio. Ha Moïzes a droaz he ghein, hag en em dennaz er meaz a zirag Pharaon.

7. Hoghen servicherien Pharaon a lavaraz d’ezhan : Bete pegheid e c’houzanvimp-ni ann drougou-ma ? List ann dud-se da vont evit ma raint ho zakrifis d’ann Aotrou ho Doue. Ha na velit-hu ket eo eat ann Ejipt da goll.

8. Hag e c’halvjont endro Moïzes hag Aaron da gavout Pharaon. Hag he-ma a lavaraz d’ezho : It, ha grit ho zakrifis d’an Aotrou ho Toue ; piou eo ar re a dle mont d’he ober ?

9. Moïzes a lavaraz : Mont a raimp gant hor bugale vihan hag hon tud koz, gant hor paotred hag hor merc’hed, gant hon denved hag hor chatal braz ; rak lid braz ann Aotrou hon Doue eo hen-nez.

10. Ha Pharaon a respontaz : Evelse, ra vezo ann Aotrou gan-ehoc’h e c’hiz ma ho lezin da vont kuit, c’houi hag ho pugale vihan. Piou na vel ket hoc’h euz eur zonj fall bennag enn ho spered ?

11. Ann traou ned-aint ket evelse : mes it hoc’h-u­nan c’houi goased, ha grit ar zakrifis d’ann Aotrou, rak ann dra-ze eo oc’h euz goulennet hoc’h-unan. Ha rak tal e oent kasset kuit a zirag Pharaon.

12. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var zouar ann Ejipt da zigas ar c’hilleien-raden, evit ma pignint var ar vro, ha ma tevorint ann holl c’heot a zo choumet a-zilerc’h ar grizill.

13. Ha Moïzes a astennoz he voalen var zouar ann Ejipt ; hag ann Aotrou a lekeaz eunn avel tanuz da c’houeza epad ann deiz-se holl hag epad ann noz ; ha pa oe deuet ar mintin, ann avel tanuz-se a zigasaz ar c’hilleien-raden.

14. Hag e pignjont var holl zouar ann Ejipt, hag en em doljont var holl ran-vroiou ann Ejipsianed, niver ebed-d’ezho ; biskoaz na oe guelet kement-all araog ann amzer-ze, ha ne vezo guelet bikenn.

15. Golei a rejont gorre ann douar enn holl d’ann holl, o c’hoasta pe tra. Holl c’heot ann douar a oe eta devoret gant-ho, hag ar pez a frouez a oa choumet er guez varlerc’h ar grizill ; ha ne choumaz netra c’hlaz dioc’h-tu nag er c’hoat nag er gheod dre ann holl Ejipt.

16. Dre’n abeg da ghement-se, Pharaon en em hastaz da c’hervel Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’e-zho : Pec’het am euz enep ann Aotrou hag enn hoc’h enep-hu.

17. Mes pardonit d’in va fec’hed ar veach-ma c’hoaz, ha pedit ann Aotrou ho Toue, evit ma lammo divar-n-oun ar voalen-ma ker goaz hag ar maro.

18. Ha Moïzes o veza eat kuit a zirag Pharaon, a bedaz ann Aotrou.

19. Pihini a lekeaz eunn avel kre meurbed da c’houeza euz a du ar c’huz-heol, hag a skubaz gant-han ar c’helleien-raden hag ho zaolaz ebarz ar mor ruz ; ne choumaz ket unan zoken e holl ran-vroiou ann Ejipt.

20. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, ha ne lezaz ket bugale Israël da vont kuit.

21. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn etrezeg ann Envou, evit ma vezo ann devalijen var zouar ann Ejipt, hag eunn devalijen ken teo, ma vezo gallet touch out-hi gant ann daouarn.

22. Ha Moïzes a astennaz he zourn etrezeg ann Env, hag eunn devalijen spountuz a c’holoaz holl zouar ann Ejipt epad tri devez.

23. Den na velaz he vreur, ha na finvaz euz al leac’h ma edo pa goumansaz ann devalded ; mes e kement leac’h ma oa bugale Israël o choum, ar sklerijen a bare.

24. Neuze Pharaon a c’halvaz Moïzes hag Aaron, hag a lavaraz d’ezho : It, grit ho sakrifis d’ann Aotrou. Ra choumo hepken er ghear ho tenved hag ho chatal ; ho pugale vihan a hell mont ganeoc’h.

25. Moïzes a lavaraz : rei a reot ivez d’eomp al loened a lazer hag ann traou all a zever en enor da Zoue, evit ma ho c’hennighimp e zakrifis d’ann Aotrou hon Doue.

26. Hon tropellou holl a ielo gan-eomp ; ne choumo ket eur c’harn diout-ho var hol lerc’h. Ezomm ez euz anezho evit ober lid ann Aotrou hon Doue ; drest pep tra pa na ouzomp ket petra a dle beza sakrifiet, ken na vezimp arruet var al leac’h.

27. Hoghen ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, ha na fellaz ket d’ezhan ho lezel da vont kuit.

28. Ha Pharaon a lavaraz da Voïzes : En em dennit diouz-in, ha diouallit na deufac’h mui dirag va fas ; rak daoust e pe zevez en em ziskouezot diraz-oun, e varfot.

29. Moïzes a respontaz : Great e vezo evel ma livirit, ne velinn mui ho tremm.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Evit ma kountot d’ho pugale ha d’ho pugale vihan pet gueach em bezo flastret ann Ejipsianed. — Doue na ra netra e vean ; ma na brofit ket he oberiou d’ann dud fall, e profitint d’ar re vad. Doue a ouie e vije he daoliou hag he vurzudou didalvez evit Pharaon hag ann Ejipsianed, mes talvouduz e vezint d’he Israelited, ha d’he gristenien divezatoc’h. Hag e c’hourc’hemenn d’he bobl kounta d’ho bugale ha d’ho bugale vihan, evesiek d’ho zelaou, pet gueac’h en devezo diskouezet he c’halloud, hag he vadelez evit ho zavetei. Mad eo eta lenn historiou ann Testamant koz ha re ann Testamant nevez ; ha chetu perag e klaskann ho lakaat e brezounek evid-hoc’h, va c’henvroiz ker.

℣ 17. Pedit ann Aotrou ho Toue evit ma lamo diouz-in ar Voalen-ma ker goaz hag ar maro. — Al loenedigou-ma a bere en em zervich Doue en he eizved goalen, a zo c’hoaz dister a-oalc’h ; ho ghervel a rear killeien-raden, kirvi-lann ; ha saillerezed ; mes pa c’hourc’hemenn Doue, e ouzont ober droug a-oalc’h. Ar Skritur a lavar e Levr ar furnez, 16, 9, penaoz e kroghent enn dud beteg ho lakaat da vervel. Chetu perag en em hast Pharaon da lavarout da Voïzez : Pedit ho Toue da lemel diouz-omp ar maro nevez-ma.

℣ 22. Hag eunn devalijen spontuz a c’holoaz holl zouar ann Ejipt epad tri devez. — Ar zonj hepken euz ann devalijen-ze a ra aonn d’ann den. Beza tri devez ha teir nozvez hep guelout ann distera sklerijen hag eunn noz ken du, eunn devalijen ken teo ma hellet touch out-hi gant ann daouarn ! Koulskoude Moïzes ne verk ket ama ann draou heuzuz a c’hoarveaz. Ar Spered Santel e Levr ar Furnez, 17. 26, a lavar kalz muioc’h.

« Epad, emezhan, ma krede ann dud fall ec’h hellent ober ho mistri var ar bobl Santel, e oent dalc’het gant chadennou ann devalijen ha re eunn nozvez hir, prizounerien enn ho ziez ; mar klaskent tec’het a zirag providanz Doue venjet var-nezho, e kouezent d’ann douar… Spontet horrubl, souezet mor, ha strafillet. Ar c’haoiou douar e pere e felle d’ezho en em guza, n’ho difennent ket diouc’h ar spount ; rak trouzou a glevent a ziouc’h ho fenn hag ho strafille ; ha spesou heuzuz, personnachou trist en em ziskoueze d’ezho hag ho c’harghe a spount. Tan ebed, daoust pegher kre a vije, na helle rei d’ezho ann disterra sklerijen, na lughern pur ar stered na helle ket skleraat ann noz digonfortuz-se. Eunn tan iskiz a skoe ho daoulagad evel luc’hed, tan leun a spont ; ha dallet gant ann aoun, e krede d’ezho guelout traou effreizusoc’h c’hoaz eghet ar pez a velent. Neuze e oe guelet ne oa netra ardou ar vagicianed ; hag ho briz-furnez gant pehini en em fougheent a gouezaz enn dismeganz. Rak ann dud-se pere a bromette lemel ann aoun, hag ar strafuill diouc’h ann eneou hanter varo, karghet ho-unan a spount, a choume hanter-varo, eur c’hoarz ho guelet. Ha pa na zeue ket ar spesou d’ho spounta, eunn aneval o tremen, eunn aer o c’houibana ho strafille, hag e krenent da vervel. Rak eur goustianz fall a zo aounik, he zesteni he-unan he c’houndaon, hag e tiskred bepred ez euz eunn drouk bennag oc’h he foursui… Er bed holl e leac’h all e pare eur sklerijen gaer, ha netra na vire ouc’h ann dud da ober ho labourou. Var ann Ejipsianed hepken e oe taolet eunn noz pounner ha du-pok, skeuden ann devalijen peur baduz a dlie ho grounna, siouaz, er bed all ! » Goude ar gomz-ze euz ar Spered Santel, pep den a vel, eo tevalijen ann Ejipt gant he spesou heuzuz, skeuden ann ifern ; skeuden eur galoun karghet a bec’hejou marvel.





PENNAD XI.


Diougan ann dekved goalen. Aliou Doue da Voïzes.


1. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skeï a rinn c’hoaz gant eur voalen Pharaon hag ann Ejipt, ha goude-ze e lezo ac’hanoc’h da vont kuit, hag ho forso memes da vont er meaz euz he stadou.

2. C’houi eta a lavaro d’ann holl bobl : Ra c’houlenno pep den digant he vignoun, ha pep maouez digant he amezeghez listri aour ha re arc’hant.

3. Hoghen ann Aotrou a raï ma kavo he bobl trugarez dirag ann Ejipsianed. Ha Moïzes a oe eunn den braz meurbed e bro ann Ejipt, dirag servicherien Pharaon ha dirag ann holl bobl.

4. Hag e lavaraz da Pharaon abarz mont kuit a ziraz-an : Chetu petra a lavar ann Aotrou : Var dro hanter-noz e tiskeninn ebarz enn Ejipt ;

5. Ha pep kenta ganet e bro ann Ejipt a varvo, adaleg map-hena Pharaon, pehini a zo azezet gant-han var he drôn, beteg map-hena ar vatez a zo o trei ar vilin, ha beteg ar re ghenta-ganet euz al loened.

6. Hag e vezo eur c’hri forz e holl zouar ann Ejipt. evel n’ez euz bet biskoaz araog, ha na vezo biken goude.

7. Mes etouez bugale Israël ne chilpo ket eur c’hi zoken, adaleg ann den beteg al loen ; evit ma ouiot dre bebez mirakl e tisparti ann Aotrou ann Israëliled diouc’h ann Ejipsianed.

8. Hag hoc’h holl zervicherien, ann dud-ma, a ziskenno d’am c’havout, hag ec’h adorint ac’hanoun o lavarout : It er meaz euz hor bro. c’houi hag ar bobl-se holl pehini a zent ouz-oc’h. Goude kement-se ez aimp er meaz.

9. Ha Moïzes en em dennaz neuze a zirag Pharaon, droug braz enn-han. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Pharaon, na zelaouo ket ac’hanoc’h, evit ma c’hoarvezo eleiz a vurzudou e douar ann Ejipt.

10. Moïzes hag Aaron ho deuz great eta dirag Pharaon ann holl vurzudou a zo skrivet el levr-ma. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, ha na lezaz ket bugale Israël da vont kuit euz he stadou.





PENNAD XII.


Ann oan paskal. — Ann dekved goalen, maro ar re ghenta-ganet etouez ann Ejipsianed. — Teac’h ann Israelited diouc’h ann Ejipt.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivez da Voïzes ha da Aaron e bro ann Ejipt :

2. Ar miz-ma a vezo evid-hoc’h penn-kenta ar misou ; ar c’henta e vezo euz a visou ar bloaz.

3. Komzit ouc’h holl bobl bugale Israël, ha livirit d’ezho : D’ann dekved devez euz ar miz-ma, ra ghemero pep hini ac’hanoc’h eunn oan dre bep tiad-tud ha dre bep ti.

4. Ma n’euz ket enn he di tud a-oalc’h evit ghellout dibri ann oan, ra ghemero euz ti he amezek tosta a-oalc’h a dud evit ghellout dibri ann oan.

5. Ann oan-ze a vezo hep si, eur par, eunn oan bloaz : Ha mar kirit, e kemerot eur menn-gaor hag en devezo ar memes qualiteou.

6. Hag e virot anezhan beteg ar bevarzekved devez euz ar miz-ma, hag holl bobl bugale Israël hen lazo enn enor da Zoue var ar pardaez.

7. Hag e kemerint euz he c’hoad, hag e likiint euz ar goad-se var zaou bost ann or, ha var c’hourinou ann tiez e pere e tebrint anezhan.

8. Hag enn noz-se e tebrint he ghik poazet ouc’h ann tan, ha bara hep goell gant lezeghez c’houero.

9. Ne zebrot anezhan netra kri, na poazet enn dour, mes poazet ouc’h ann tan ; he zibri a reot penn, treid ha bouzellou.

lO. Ha ne choumo netra anezhan a-benn ar mintin. Mar choum eunn dra bennag enn ho tilerc’h, hen devi a reot enn tan.

11. Hoghen, er c’hiz-ma e tebrot anezhan : Starda a reot ho tillad gant eur gouris endro d’ho tiougroazel, boutou ho pezo enn ho treid, hag eur vaz enn ho tourn ; hag e tebrot gant hast, rak ar pask eo, da lavarout eo, tremen ann Aotrou.

12. Hag enn noz-se e tremeninn dre zouar ann Ejipt, hag e skoinn pep kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg ann den beteg al loen ; hag e seveninn va barnedighez var holl zoueou ann Ejipt, me ann Aotrou.

13. Hag ar goad a vezo ho sin var ann tiez e viot enn-ho ; hag e velinn ar goad, hag e tremenin a biou d’ehoc’h ; hag ar voalen a varo ne doucho ket ouz-hoc’h, pa skoinn douar ann Ejipt.

14. Ann devez-se a vezo evid-hoc’h eunn devez hag a zigaso sonj d’ehoc’h euz va madelez enn ho kenver, hag he lida a reot evel eur gouel braz d’ann Aotrou, a rum da rum, ha da vikenn.

15. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell ; adaleg ann deiz kenta ne vezo tamen goell ebed enn ho tiez. Piou bennag a zebro bara goellet adaleg ann deiz kenta bete ar seizved devez, a gollo he vuez euz a greiz Israel.

16. Ann devez kenta a vezo santel ha gouel braz, hag ar seizved devez a vezo miret gant ar memes lid ; ne reot seurt labour enn daou zevez-se, nemet ar pez a zell ouz ann dibri.

17. Mirout a reot eta gouel ar bara dic’hoell, rak enn deiz-se memes e tenninn hoc’h arme euz a zouar ann Ejipt, hag e virot ann deiz-se a rum da rum gant lid ha da vikenn.

18. Er miz kenta, d’ar bevarzek devez euz ar miz d’ar pardaez, e tebrot bara dic’hoell beteg ann unan var-n-ughent euz ar memes miz d’ar pardaez.

19. Epad seiz devez ne vezo kavet tamm goell ebed enn ho tiez ; piou bennag a zebro neuze bara goellet, a vezo lamet euz a greiz pobl Israël ; pe hen a vezo diaveziad, pe hen a vezo ganet er vro.

20. ne zebrot netra goellet ; bara dic’hoell a zebrot enn hoc’h holl diez.

21. Hoghen Moïzez a c’halvaz holl henaoured bugale Israël, hag a lavaraz d’ezho : It ha kemerit eunn oan dre bep tiad tud, ha grit sakrifis ar pask.

22. Eur bodik hissop a zoubot ebarz er goad ho pezo lekeat var ann treujou, hag e strinkot goad gant-han ouz ar gourin hag ouz ann daou bost dor. Neuze diouallit ne’z ai nikun ac’hanoc’h er meaz euz he di beteg ar mintin.

23. Rak ann Aotrou a dremeno, o skei ann Ejipsianed : Ha pa velo ar goad var ar gourin ha var ann daou bost, e tremeno dor ann ti, ha ne lezo ket ann Eal goaster da vont enn ho tiez, na da ober droug ebed d’ehoc’h.

24. Dalc’hit da ober bep bloaz kement-se evel eunn dra gourc’hemennet d’eoc’h ha d’ho pugale da vikenn.

25. Ha pa viot eat ebarz er vro a dle ann Aotrou da rei d’eoc’h hervez he bromessa, e virot ar reiziou sakr-se.

26. Ha pa lavaro d’eoc’h ho pugale : Petra eo al lid-relijion-ze ?

27. C’houi a lavaro d’ezho : Sakrifis tremen ann Aotrou eo, pa dremenaz ebiou da diez bugale Israël enn Ejipt, o skei ann Ejipsianed, hag oc’h espern hon tiez-ni. Hag ar bobl a stouaz d’ann douar hag a adoraz.

28. Ha bugale Israël o vont ac’hano, a reaz evel ma en doa ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes ha da Aaron.

29. Hag e c’hoarvezaz da hanter-noz ma skoaz ann Aotrou ann holl vipien kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg kenta-ganet Pharaon, pehini a oa azezet gant-han var he dron, beteg kenta-ganet ar sklavez pehini a oa er prizoun, hag ivez ar re ghenta-ganet euz al loened.

30. Ha Pharaon a zavaz e kreiz ann noz, hag he holl zervicherien, hag ann holl Ejipsianed ; hag e savaz eur c’hri-forz dre ann holl Ejipt, rak ne oa ti ebed a ghement ne vije eur maro enn-han.

31: Ha Pharaon o veza galvet Moïzes hag Aaron, a lavaraz d’ezho : Savit, hag en em dennit kuit diouc’h va bobl, c’houi, ha bugale Israël ; it ; ha grit eur zakrifis d’ann Aotrou, evel ma livirit.

32. Kasit gan-ehoc’h ho tenved hag ho chatal, hag o vont kuit bennighit ac’hanoun.

33. Hag ann Ejipsianed a boursue var ar bobl evit ma’z aje kuit buhan-buhan, o lavarout : Mervel a raimp holl.

34. Ar bobl a ghemeraz eta toaz meret, araog ma oa gôet, hag o veza he skoulmet enn ho mintili, hen lekejont var ho diskoaz.

35. Bugale Israël a reaz c’hoaz ar pez en doa Moïzes gourc’hemennet d’ezho ; goulenn a rejont digant ann Ejipsianed listri aour ha re arc’hant, ha dillad eleiz.

36. Hag ann Aotrou a reaz ma kavaz ar bobl tru­garez dirag ann Ejipsianed, evit ma rojent d’ezhan e prest ar pez a c’houlenne ; hag er c’hiz-se e tibourc’hjont ann Ejipsianed.

37. Bugale Israël a zilec’hiaz eta euz Ramessès da vont da Zokoth, var dro c’houec’h kant mil den gouestl da zoughen ann armou, hep kounta ar vugale.

38. Oc’h penn-ze eur bobl munud hep niver az eaz kuit var-eunn dro gant-ho ; ha denved, ha chatal ha loened a bep seurt eunn taol braz anezho.

39. Hag e poazjont ar bleud meret pell a oa ho doa digaset gant-ho euz ann Ejipt, hag e rejont bara dic’hoell poazet dindan ludu-broud. Rak n’en doa ket gallet gôi, ann Ejipsianed o starda var-n-ezho da vont kuit, hep rei gortoz ebed d’ezho ; n’ho doa bet amzer ken nebeut da baredi tamm boed all.

40. Ann hed-amzer ma choumaz bugale Israël enn Ejipt, a oe pevar c’hant tregont vloaz.

41. Pa oant achuet, enn deiz-se memes, ez eaz holl arme ann Aotrou er meaz euz a zouar ann Ejipt.

42. A no nozvez-se ma en deuz ann Aotrou ho zennet euz a zouar ann Ejipt, a vezo berzet ha konsakret d’ezhan ; holl vugale Israël a dle he mirout a rum da rum da vikenn.

43. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes ha da Aaron : Chetu ama lezen ha lidou ar pask : Den diaveziad ebed na zebro a nezhan,

44. Ar sklaved ho pezo prenet, a vezo envoadet, hag evelse e tebrint ar pask.

45. Mes ann diaveziad, hag ann devezour na zebrint ket a nezhan.

46. Ann oan a vezo debret ebarz ann ti ; ha na gasot tamm ebed euz he ghik er meaz, ha na dorrot nikun euz he eskern.

47. Holl bobl bugale Israël a raï ar pask.

48. Mar c’hoanta unan bennag euz ann diavezidi dont da choum enn ho touez hag ober pask ann Aotrou, e vezo envoadet da ghenta kement paotr a zo enn he di, ha neuze ec’h hello ober ar pask gant ar re all, hag e vezo evel eunn den ganet er vro ; mes piou bennag na vezo ket bet envoadet, na zebro ket euz ar pask.

49. Ar memes lezen a vezo evit ann den ghinidik euz ar vro, hag evit ann diaveziad a zo deuet da choum enn ho touez.

50. Hag holl vugale Israël a reas evel m’en doa gourc’hemennet Doue da Voïzes ha da Aaron.

51. Hag enn deiz-se memes ann Aotrou a dennaz bugale Israël euz a zouar ann Ejipt rumad ha rumad.


————


SKLERIDIGHEZ.


Dilivranz ar bobl a Israël euz a gaptivite ann Ejipt a zo eur skeuden gaer euz a zilivranz hon eneou euz a gaptivite ann droug-spered. Pharaon hag he dud a zalc’he pell a oa bugale Israël enn eur stad poaniuz, ha na felle morse d’ezho ho lezel da zistrei d’ho bro ; ann droug-spered hag ann techou fall a zalc’he ann holl dud, kouls lavarout, enn eur stad tristoc’h c’hoaz abaoe ar pec’hed originel, ha n’ho lezent morse da vont d’ho guir vro, pehini eo ar baradoz. Doue a lavar da Pharaon, ma lazo ar re ghenta-ganet euz ho rouantelez, ha neuze e lezfot va bobl da vont el leac’h ma fell d’in ez afe. Jezuz-Krist a lavar d’ann droug-spered : Me zismantro rouaned ha mistri ar bed, pere, evit plijout d’ehoc’h, a vir ne vez prezeghet va Aviel d’ar boblou ; me zismantro techou fall ann dud dre va gras, dre va c’helennadurez, dre va zakramanchou, ha, neuze, evel n’ho pezo mui guir var-n-ezho, ho lezfot da vont da rouantelez va Zad.

Ann oan paskal a zo eur skeuden gaeroc’h c’hoaz euz hor Zalver Jezuz-Krist. Ann oan paskal, eme Voïzes, a vezo hep zi, eur par, eunn oan bloaz. — Jezuz-Krist, ar zantelez memes, a zo hanvet Oan Doue, Oan dinam hag hep zi, map-unik ann Tad, map Mari, Doue ha den ; ha lekeat eo bet d’ar maro e kreiz he vrud.

Ann oan paskal a vezo lazet ha debret d’ar bevarzek devez euz ar miz kenta, d’ar pardaez. — Noz kent ann dilivranz Jezuz-Krist a instituaz Sakramant ann Aoter d’ar bevarzek devez euz al loar ghenta, loarad miz meurs ; a reaz ar pask nevez gant he Ebestel, en eur rei d’ezho he ghik hag he c’hoad da zibri ha da eva, hag hon dilivraz antronoz o vervel var ar groaz da deir heur diouc’h ar pardaez.

Lakaat a reot euz a c’hoad ann oan var c’hourin ha var zaou bost dor ho ti, hag Eal ar maro a dremeno ebiou, ha na rai droug ebed d’eoc’h. — Ann tri merk-se, eme zant Jerom a zav eur groaz. Hag ann droug-spered, eme zant Iann Krizostom, na gred ket tostaat ouz ar gristenien a vez livet ho muzellou gant goad Jezuz-Krist er gommunion.

Ann-holl a renkaz dibri euz ann oan paskal evit beza dilivret ; ha Jezuz-Krist a lavar enn he Aviel, ma na zebrit ket kik Map ann den ha ma na evit ket he c’hoad, n’ho pezo ket ar vuez enn-hoc’h.

Ann doareou all ken a gorf ken a spered, merket gant Moïzes evit dibri ann oan paskal, a ziskouez e pe stad e tleomp beza evit tostaad ouz ar gommunion. Ann oan a vezo choazet pemp devez araog ar pask, evit ma vezo amzer da velout heg hen zo iac’h, dizi, ha mad da veza kennignet da Zoue. — Pep den, eme zant Paol, a dle en em amproui abarz dibri euz ar bara-ze, chenchet e korf hag e goad hor Zalver. Ann oan a vezo debret gant bara dic’hoell, ha louzeier c’houero. — Ar gommunion a dle beza graet gant eur galoun neat, hep goell ebed euz ar pec’hejou koz, ha gant eur spered a binijen. Dibri a reot ann oan enn ho sao, ho tiougrazel gourizet, eur vaz enn ho tourn, ha boutou enn ho treid evel tud prest da vont enn hent. — Ar re a gommuni, a dle beza oberiant, chast, goestl d’en em zifenn ouz ann droug-spered, ha lijer da redek dre ann hent mad ha da virout gourc’hemennou Doue. Ne zebrot anezhan netra kri, na poazet enn dour, mes hep ken poazet ouc’h ann tan. — na ghemerit ket ar gommunion evel eur boed hag a gouez dindan ar skianchou naturel, na gredit ket zo ken e trankit enn ho kenou kik ha goad hor zalver, pa renkit chaoka ar spes euz ar bara, evel ma rea ar gristenien ghenta pere a gommunie gant bara tieghez. Hor Zalver ebarz ar gommunion a zo evel pa oa ressuscitet, eur c’horf gloriuz, hag en em unan gan-eomp pa zebromp enn apparansou santel, hep beza rannet, na dantet, na teuzet, na steki ouz hor skianchou e doare ar c’horfou. Arabad eo kommunia gant eur galoun glouar, merket dre ann dour ; mes gant eur galoun domm ha leun a garantez. He zibri a reot enn he bez, da lavaret eo, hep teurel a gostez, nag ar penn, nag ann treid, na netra a ghement a hell beza debret, ha na dorrot nikun euz he eskern. Er gommunion e tighemeromp hor Zalver Jezuz-Krist leun a vuez, he gorf, he c’hoad, he ene, he zivinite ; hag oc’h he zibri e guirionez evel ma reomp, ne dorromp ket e eskern, ken nebeut na oe torret nikun anezho, pa varvaz var ar groaz. Chetu aze heveledigheziou goestl meurbed da greski hor feiz, da estlammi hor spered, hag a dle rei d’eomp c’hoant da lenn ha da studia ar Skrituriou Sakr.





PENNAD XIII.


Doue a c’houc’hemenn ma vezo kennighet d’ezhan e prof ar re ghenta-ganet, ken euz ann dud, ken euz al loened. — Ar prof-se hag ar pask a vezo evit derc’hel sonj euz ann dilivranz. — Eskern Jozeph. — Ar goummoulen teval enn deiz ha goulaouek enn noz.


1. Ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

2. Konsakrit d’in pep kenta-ganet, ann hini a zigor ar vamm e touez bugale Israël, ken euz ann dud ken ken euz al loened ; rak ann holl draou a zo d’in.

3. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Ho pet sonj euz ann deiz-ma, e pehini oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt, hag euz a di ar sklaverez ; rak ann Aotrou en deuz ho tennet euz ar vro-ze gant eunn dourn nerzuz ; diouallit na zebrot bara goellet enn deiz-se.

4. Hirio ez it er meaz, e miz ann edou nevez.

5. Ha pa en devezo ann Aotrou ho lekeat e douar ar Gananeed, ann Hetheed, ann Amorrheed, ann Heveed hag ar Jebuzeed, douar hag en deuz touet d’ho tadou e roje d’ehoc’h, douar hag e red enn-han al leaz hag ar mél, c’houi rai al lidou sakr-ma ebarz er miz-se.

6. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell ; hag ar seizved devez a vezo gouel braz ann Aotrou.

7. Bara hep goell a zebrot epad seiz devez, ha ne vezo guelet netra enn ho tiez, nag enn ho touarou e leac’h ebed.

8. Hag enn deiz-se e tanevellot d’ho map, o lavarout : Chetu ama ar pez en deuz great ann Aotrou evid-oun, pa ounn eat er meaz euz ann Ejipt.

9. Ha kement-se a vezo evel eur zin enn ho tourn, hag evel eunn arouez dirag ho taoulagad ; evit ma vezo lezen Doue bepred enn ho kenou ; rak ann Aotrou en deuz ho tennet euz ann Ejipt gant eunn dourn nerzuz.

10. Ober a reot al lid-se d’ar mare merket pep bloaz hep mank ebed.

11. Ha pa devezo ann Aotrou kaset ac’hanoc’h da zouar ar Gananeed, evel m’en deuz touet d’ehoc’h ha d’ho tadou, ha pa en devezo roet ar vro-ze d’ehoc’h ;

12. C’houi a zispartio d’ann Aotrou kement tra a zigor ar vamm, ha pep kenta-ganet, euz ho loened ; ann holl bared ho pezo a gonsakrot d’ann Aotrou.

13. Kenta ganet ann azen a zasprenot gant eunn danvad ; ma n’hen dazprenit ket, e lazzot anezhan. Ha kenta-ganet ann den e touez ho pugale a zazprenot gant arc’hant.

14. Hag enn amzer da zont, pa c’houlenno ho map digan-eoc’h : Petra eo kement-ma ? e respontot d’ezhan : Ann Aotrou en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt hag euz a di ar sklaverez gant eunn dourn nerzuz.

15. Rak Pharaon o veza en em galedet, hag o veza na felle ket d’ezhan hon lezel da vont kuit, ann Aotrou a lazaz pep kenta-ganet e douar ann Ejipt, adaleg kenta-ganet ann den beteg kenta-ganet al loened ; dre’n abek da ghement-ze e lazann enn enor d’ann Aotrou kement par a zigor ar vamm, hag e tasprenann holl ar re ghenta euz va bugale.

16. Al lid-se a vezo eta evel eur zin enn ho tourn, hag evel eunn arouez a ispill dirag ho taoulagad, evit digas sonj d’eoc’h en deuz ann Aotrou hon tennet euz ann Ejipt gant eunn dourn nerzuz.

17. Hoghen pa en devoa Pharaon laosket ar bobl da vont kuit, Doue n’ho c’hasaz ket dre hent bro ar Philistined pehini a zo tost d’ann Ejipt ; o sonjal penaoz marteze e teuje keuz d’ezho, pa veljent brezeliou o sevel enn ho enep, hag e tistrojent adarre d’ann Ejipt.

18. Mes ho c’has a reaz, enn eur ober tro, dre hent ar gouelec’h pehini a zo ec’h harz ar moz-ruz : ha bugale Israël a bignaz armet euz a zouar ann Ejipt.

19. Moïzes a gasaz ivez gant-han eskern Jozeph, dre ma en devoa Jozeph great da vugale Israël toui var ho lé e rajent ann dra-ze : Lavaret en devoa d’ezho : Doue a zeui d’ho pisita, kasit va eskern gan-e-hoc’h ac’han.

20. Dilec’hiet eta euz Sokoth, e teujont da gampa e Etham, er penn pella euz ar gouelec’h.

21. Hoghen ann Aotrou a gherze a roz-ho da ziskouez d’ezho ann hent, epad ann deiz enn eur goulounen-goabr, hag epad ann noz enn eur goulounen dan ; evit ma vije ho hencher hag enn deiz hag enn noz.

22. Ar goulounen goabr epad ann deiz, hag ar goulounen dan epad ann noz, na vankaz morse da bara dirag ar bobl.


————


SKLERIDIGHEZ.


Perag e talc’h Doue ken stard da c’hourc’hemenn d’he bobl derc’hel sonj mad euz ho dilivranz, hag euz ar burzudou braz en deuz graet evit ho zenna euz ann Ejipt ? Dre ma teu ar zonj euz a vadoberou Doue enn hor c’henver da ober d’eomp he garout ; ha nep her c’har a vir he c’hourc’hemennou, ha nep a vir he c’hourc’hemennou a vezo salvet, hag hor zilvidighez eo a fell da Zoue. Daoust piou a oufemp beza, madelezou Doue evid-omp a zo braz : Hor bezet eta sonj anezho alies, ha na bec’himp ket ker buhan evel ma reomp.

℣ 2. Ar gher-ma ken stank ebarz er Skritur Sakr, ann hini a zigor ar vamm, quod aperit vulvam, a zinifi er c’henta ganet. Ar vamm ebarz ar gomz-se, ne ket ar vaouez eo, mes al lienen-ghik e pehini e kresk ar c’hrouadur e kof he vamm ; he ghervel a reer ar vammou, ar c’hof-lez. Ar c’henta ganet-se a c’houlenn Doue digant he bobl, ken euz ann dud, ken euz al loened, a oa eur skeuden anat euz hor Zalver Jezuz-Krist, map unik ann Tad, map unik ar Verc’hez, dileuret abaoe koumansamant ar bed evit beza sakrifiet var venez kalvar.

℣ 21. Hoghen ann Aotrou a gherze aroz-ho da ziskouez ann hent, epad ann deiz enn eur goulounen goabr, hag epad ann noz enn eur goulounen dan.

Doare zo, diouc’h komzou ar Skritur, e oa diou goumoulen o tiskouez ann hent d’ar bobl a Israël, unan deval epad ann deiz, hag unan c’houlaouek epad ann noz. Koulskoude kalz a dud gouiziek a gred ne oa nemet eur goumoulen, pehini a vije teval enn deiz, ha sklaer evel ann tan epad ann noz. Pa felle da Zoue e choumse ar bobl enn eul leac’h bennag da ziskuiza, pe da ober eunn dra bennag all, ar goumoulen a choume diflach, hag evel eur post-iliz, e kreis ar c’hamp, hag a-uz d’ann tabernakl, pa oe graet. Ha pa felle da Zoue ez aje ar bobl enn hent, ar goumoulen a zave ac’hano, hag ez ee d’en em lakaat e penn ar bobl, var delt ar meuriad a dlie dilec’hia ar c’henta, ha dre ma kerze ar goumoulen, ar bobl a zalc’he da ober hent.

Doue a lekeaz eur goumoulen all, teo ha ledan a-uz da bennou ar bobl, evit ho difenn diouc’h ar c’hrouez pehini a zo kre meurbed ebarz ar briou-ze ; ha diez braz eo d’ann dud padout dindan-hi, pa vez tommet ann treaz gant saeziou eunn heol tanuz.

Ann diou goumoulen-ze a oa d’ar bobl a Israël ar pez ma’z eo evid-omp-ni hor Mamm Zantel ann Iliz, ha madelez ann Aotrou Doue ; ann Iliz a ziskouez d’eomp hent ar baradoz, ha madelez Doue hon difenn diouc’h birou tanuz ann hini falla, da lavarout eo, diouc’h ann drouk-spered.





PENNAD XIV.


Ar Mor ruz.


1. Ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

2. Livirit da vugale Israël : Ra zistroint var ho c’hiz, ha ra gampimp dirak Phihahiroth, pehini a zo etre Magdala hag ar mor, rag eneb da Veelsephon ; dirag ar ghear-ze e savot ho kamp var vord ar mor.

3. Rak Pharaon a ia da lavarout divarbenn bugale Israël : Enk eo var-n-ezho ebarz el leac’h-se ; ho c’hlozet en deuz ebarz er gouelec’h.

4. Hag e kaledinn he galon, hag e redo var ho lec’h, hag e vezinn glorifiet e Pharaon, heg en he holl arme, hag ann Ejipsianed a ouio ez ounn ann Aotrou. Hag ann Hebreed a reaz evelse.

5. Hag e oe kemennet da roue ann Ejipsianed e oa tec’het ar bobl kuit. Hag e oe chenchet kaloun Pharaon ha re he zervicherien e kenver ar bobl, hag e leverjont : Petra hon euz-ni great, ma hon euz laosket Israël da vont kuit evit na zervicho mui ac’hanomp ?

6. Sterna a reaz eta he garr, hag e kemeraz he holl bobl gant-han.

7. Hag e kasaz gant-han c’houec’h kant karr euz ar re vella, ha kement karr a oa enn Ejipt, ha kabitaned he holl arme.

8. Hag ann Aotrou a galedaz kaloun Pharaon, roue ann Ejipt, hag ez eaz varlerc’h Israël. Mes ar re-ma a oa eat er meaz euz he vro dindan eunn dourn gallouduz.

9. Hag evel ma’zea ann Ejiptaned var lec’h ann Hebreed, oc’h heulia ho roudou, e kavjont anezho enn ho c’hamp var vord ar mor. Holl varc’heghiez Pharaon, he ghirri hag he holl arme a oa e Phihahiroth rag enep da Veelsephon.

10. Ha pa oe deut Pharaon tost d’ezho, bugale Israël, o sevel ho daoulagad, a velaz ann Ejipsianed a dre ho c’hein, hag ho doe aoun vraz ; hag e krijont varzu ann Aotrou.

11. Hag e leverjont da Voïzes : Mechanz ne oa ket a vesiou enn Ejipt, hag evit-se hoc’h euz hon digaset ama, evit ma varvjemp er gouelec’h. Petra en deuz great d’ehoc’h ober kement-se, dont d’hon tenna evelse euz ann Ejipt ?

12. Ha ne ket ann dra-ma eo a lavaremp d’ehoc’h enn Ejipt, pa gomzemp evel-henn : En em dennit divar hon tro ; evit ma servichimp ann Ejipsianed ; rak guelloc’h, e oa kalz ho zervicha, eghet mervel e barz er gouelec’h-ma.

13. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezet ket aoun, bezit dizaouzan, hag e velot ar burzudou braz a dle ann Aotrou da ober hirio ; rak ann Ejipsianed a velit aze brema, n’ho guelot mui hiviziken.

14. Ann Aotrou a gombato evid-hoc’h ha c’houi a choumo var dao.

15. Hag an Aotrou a lavaraz da Voïzes : Perag e kriit-hu var-zu enn-oun ? komzit oc’h bugale Israël evit ma tiblasint.

16. Evid-hoc’h-hu, savit ho koalen, hag astennit ho tourn var ar mor, ha daouhanterit-hen ; evit ma kerzo bugale Israël e kreiz ar mor dre eunn hent seac’h.

17. Ha me, kaledi a rinn kaloun ann Ejipsianed, evit ma’z aint var ho lerc’h ; hag e vezinn glorifiet e Pharaon, hag enn he holl arme, enn he ghirri hag enn he varc’heien.

18. Hag ann Ejipsianed a ouio ez ounn ann Aotrou, pa vezinn bet glorifiet e Pharaon, hag enn he ghirri hag enn he varc’heien.

19. Neuze Eal ann Aotrou-Doue, pehini a gherze araog kamp ann Israëlited, a zavaz heg a zeuaz d’en em lakaat a dre ho c’hein ; ha var eunn dro gant-han, ar goulounen goabr a lezaz ar penn a-raog, hag a zeuaz er penn a-dre.

20. Hag en em zalc’haz etre kamp ann Ejipsianed hag hini ann Israëlited ; hag ar goabren a oa teval diouc’h eunn tu, ha diouc’h ann tu all e skleree ann noz, enn hevelep fesoun na hellaz ket ann diou arme tostaat ann eil ouz eben keid ha ma padaz ann noz.

21. Ha pa en devoe Moïzes astennet he zourn var ar mor, ann Aotrou a reaz d’ar mor en em denna, o lakaat eunn avel kre ha tomm-skot da c’houeza epad ann noz, hag e chenchaz ar mor enn eunn hent seac’h ; hag ann dour a oe dihanteret.

22. Ha bugale Israël az eaz dre greiz ar mor seac’h, rak ann dour a oa evel eur vogher e pep tu d’ezho, a gleiz hag a zeou.

23. Hag ann Ejipsianed pere ho foursue, az eaz var ho lerc’h dre greiz ar mor, holl varc’heghiez Pharaon, he ghirri hag he varc’heien.

24. Deuet a oa dija ann teir heur tosta da c’houlou-deiz, ha chetu ann Aotrou o sellout ouz kamp ann Ejipsianed a dreuz ar goulounen dan hag ar goabren, a gasaz ar maro enn ho arme.

25. Trei a reaz tu da rodou ar c’hirri, hag ar c’hirri a ruillaz e goueled ar mor. Ann Ejipsianed a lavaraz eta : Tec’homp diouc’h ann Israelited ; rak ann Aotrou a gombat evit-ho enn hon enep.

26. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Astennit ho tourn var ar mor, evit ma tistroo ann dour da gavout ann Ejipsianed, var ho c’hirri ha var ho marc’heien.

27. Ha pa en devoe Moïzes astennet he zourn etrezeg ar mor, ar mor a zistroaz mintin mad enn he leac’h kenta ; hag ann Ejipsianed o tec’het kuit a gavaz ann dour o tont var ho arbenn, hag ann Aotrou ho grounnaz e kreiz ar goagou.

28. Hag ann dour distroet enn he blas, a c’holoaz kirri ha marc’heien holl arme Pharaon, pere o tont varlerc’h ann Israelited a oa eat ebarz er mor, ha na choumaz ket unan zo ken anezho.

29. Mes bugale Israël a zalc’haz da gherzet dre greiz ar mor seac’h, hag ann dour a oa evit-ho evel eur vogher a gleiz hag a zeou.

30. Hag enn deiz-se ann Aotrou a dilivraz Israël diouc’h dourn ann Ejipsianed.

3l. Hag e veljont ann Ejipsianed maro var vord ar mor, hag ar galloud braz en doa diskouezet ann Aotrou enn ho enep ; hag ar bobl a zoujaz ann Aotrou, hag e kredjont d’ann Aotrou, ha da Voïzes he zervicher.


————


SKLERIDIGHEZ.


Deuet eo ann heur ma tlie Doue diskouez d’ar bed petra a c’hoarvez abred pe zivezad gant ann den a vez hardis aoalc’h evit klask enebi outhan. Pharaon en devoa bet kenteliou a-oalc’h, hag he galoun ne oa ket chenchet. Keuz a zeu d’ezhan da veza sentet eur veach, hag e fell d’ezhan rapari he faot var he veno. Mont a ra he-unan varlerc’h ann Israelited, ha kas a ra gant-han daou c’hant hanterkant mil euz he zujidi. Justiç Doue a oa oc’h he c’hortoz ; beuzet int holl ebarz er mor, ha na zistroaz ket unan hepken d’ar ghear.

Ar seurt taoliou-ze, Doue n’ho gra nemet eur veach, hag ho lakaat a ra enn he Skritur pehini a bado bete fin ar bed, evit rei skouer d’ann holl. Ar re fur a gred hag a zouj, ar re n’ho deuz na feiz na reiz, na reont van, na gredont ket ; ha var ar fin, e c’hoarvezo gant-ho e c’hiz gant Pharaon ; epad ma tremeno bugale Doue euz ar bed-ma d’ar bed all, goude ar varn ziveza, hi a vezo sebeliet holl enn eur mor a dan.

Ar bobl a Israël o tremen dre ar mor ru evit en em zavetei, a zo skeuden ar gristenien o tremen euz ar stad a bec’hed d’ar stad a c’hras dre zour ar vadisiant pe dre zaelou ar binijen. Souezet omp, eme zant Bernard, gant ann traou a c’hoarvezaz pa’z eaz ar bobl a Israël er meaz euz ann Ejipt, ha n’omp ket souezet gant ar pez a c’hoarvez gant ann ene mad o kuitaat he stad a bec’hed ? A-hont n’ez euz trec’het nemet Pharaon, eunn den evel ann dud all, ama eo trec’het ann drouk-spered he-unan. A-hont ar mor ne lounkaz nemet kirri, tud he kezek ; ama eo beuzet gant gras Doue goall ioulou ar galoun, hag holl armou ann enebour. Ann Hebreed n’ho doa da vrezelekaat nemet oc’h tud evel d-ho, hag ann ene kristen a renk stourmi ouc’h galloudeien ann ear, ouc’h prinsed ar bed teval-ma, ouc’h roue ann ifern. Ha mar boa gloriuz evit Doue klevout neuze Pharaon o lavarout : Tec’homp diouc’h Israël, rak ann Aotrou a gombat evit-han, e gloriusoc’h c’hoaz d’ezhan klevout brema ann drouk-sperejou o lavarout ann eil d’eghile : Tec’homp, pellaomp diouc’h ann ene-ma, rak Doue a zo enn tu gant-han, hag a vrezeleka ouz omp.





PENNAD XV.


Kan Moïzes da drugarekaat Doue. — Dour c’houero chenchet e dour dous. — Ann daouzek eienen, hag ann dek palmezen ha tri-ughent.


1. Neuze Moïzes ha bugale Israël a ganaz ar c’han-ma d’ann Aotrou, hag e leverjont : « Kanomp d’ann Aotrou, rak enn eur fesoun gloriuz meurbed en deuz diskouezet he vrasder, ar marc’h hag ar marc’heg enn deuz taolet er mor.

2. Ann Aotrou eo va nerz, hen eo penn va meuleudiou, ha bet eo va zilvidighez ; hen eo va Doue, ha kana a rinn he c’hloar ; hen eo Doue va zad, ha meuli a rinn he vrazder.

3. Ann aotrou a zo bet evel eur brezelour braz ; ann Holl-c’halloudek eo he hano.

4. Kirri Pharaon hag e arme enn deuz sklapet er mor : ar re ghenta euz he brinsed a zo beuzet er mor ruz.

5. Dounderiou ar mor ho deuz ho lounket, eat int d’ar goueled evel eur mean.

6. Ho tourn deou, Aotrou, en deuz diskouezet he oll nerz ; ho tourn deou, Aotrou, en deuz darc’hoet gant ann enebour.

7. Gant ar vrasder euz ho kloar hoc’h euz diskaret hoc’h enebourien, kaset hoc’h euz ho puaneghez hag e deuz ho devoret evel ma tev ann tan eur goloen.

8. Var c’houezaden ho puaneghez, ann douriou ho deuz en em stardet ; ann dour a rede a zo choumet enn he zao, hag ar goagou doun ho deuz en em stardet e kreiz ar mor.

9. Ann enebour en deuz lavaret : Redek a rinn var-lerc’h, tizout a rinn, ranna a rinn ar preiz, va ene a vezo var he oalc’h ; dic’houina a rinn va c’hleze, va dourn ho lazo.

10. Eur c’houezaden hoc’h euz great, hag ar mor en deuz ho goloet ; eat int d’ar goueled evel ar ploum, ann dour o virvi a ziouc’h ho fenn.

11. E tre ar re gre piou a zo henvel ouz-hoc’h, Aotrou ; piou a zo henvel ouz-hoc’h, c’houi ker kaer enn ho santelez, terrupl, meuluz, hag a ra burzudou.

12. Astennet hoc’h euz ho tourn, hag ann douar en deuz ho lounket.

13. Bet oc’h bet enn ho trugarez hencher ar bobl hoc’h euz dasprenet, hag he zoughet hoc’h euz dre ho kalloud braz beteg al leac’h santel ma choumot enn-han.

14. Ar boblou a zo savet enn ho zao, drouk a zo eat enn-ho, ar re a choum e bro ar Philistined a zo bet kroghet eur boan vraz enn-ho.

15. Neuze prinsed Edom a zo strafillet, ar c’hren a zo bet kroghet e paotred vad Moab ; holl vroidi Kanaan a zo bet sounnet gant ar spont.

16. Ra lammo ann effreiz hag ar spount var-n-ho dirag ar c’halloudeghez euz ho preac’h ; ra zeuint diflach evel eur mean, ken na vezo tremenet ho pobl, Aotrou, ken na vezo tremenet ar bobl-ma d’ehoc’h, pehini hoc’h euz perc’hennet.

17. Ho c’has a reot, hag ho lakaat a reot evit mad var venez hoc’h heritach, ebarz enn demeuranz-se hoc’h euz aozet, Aotrou ; enn ho santual, Aotrou, pehini hoc’h euz great ker kre gant ho taouarn hoc’h-unan.

18. Ann Aotrou a reno da vikenn hag enn tu-all.

19. Pharaon var varc’h, gant he ghirri hag he varc’heien, a zo eat ebarz er mor, hag ann Aotrou en deuz digaset dour ar mor var-n-ezho : mes bugale Israël ho deuz kerset dre eunn hent seac’h e kreiz ar mor. »

20. Mari, ar brofetez, c’hoar Aaron, a ghemeraz eta eunn daboulin enn he dourn, hag ar merc’hed holl a zeuaz er meaz d’he heul, gant taboulinou, hag e oe daou gheur.

21. Ha Mari a gane ar ghenta o lavarout : Kanomp d’ann Aotrou, rak enn eur fesoun gloriuz meurbed en deuz diskouezet he vrasder, ar marc’h hag ann hini a oa var he ghein en deuz taolet er mor.

22. Hoghen Moïzes a dec’haz gant Israël diouc’h ar mor ruz, hag ez ejont ac’hano e gouelec’h Sur ; hag e kerzjont tri dervez ebarz er gouelec’h, ha na gavent ket a zour.

23. Hag e teujont e Mara, ha na hellent ket eva dour Mara, dre ma oa c’houero ; evit-se e oe roet d’al leac’h-se eunn hano deread, oc’h he c’hervel Mara, da lavarout eo, C’houervder.

24. Hag ar bobl a grozaz enep Moïzes o lavarout : Petra a evimp ni ?

25. Mes Moïzes a griaz var-zu ann Aotrou, pehini a ziskouezaz d’ezhan eur seurt koad ; ha pa en devoa taolet euz ar c’hoat-se en dour, ann dour a zeuaz dous. Eno Doue a roaz d’he bobl gourc’hemennou ha lezennou, hag a amprouaz anezhan.

26. O lavarout : Mar selaouit mouez ann Aotrou ho Toue, ha mar grit ar pez a zo eeun diraz-han, ha mar sentit ouc’h he c’hourc’hemennou, ha mar mirit he holl lezennou, ne gasinn var-n-hoc’h nikun euz ann drougou-ze am euz taolet var ann Ejipt, rak me eo ann Aotrou pehini ho kra salo.

27. Ha bugale Israël a zeuaz da Elim, epeleac’h ez oa daouzek feunten, ha dek palmezen ha tri-ughent ; hag e savjont ho c’hamp e kichen ann douriou.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar c’han kaer-ze a ganaz Moïzes goude beza treuzet ar mor ruz, a zo e guers e levriou ar juzevien ; ha bez’ez eo, hep mar, ar gosa kanaouen zantel a zo er bed. Moïzes he c’hanaz gant ar re ghenta euz ann Israëlited ; ha marteze gant ar bobl enn he bez, pehini a ziskane dezhan, o lavarout bepred ar c’houblad kenta, evel ma her ro da glevout ar versad 21. Evel ma’z oe dilivranz ar bobl a Israël, hag he dremenidighez dre greiz ar mor ruz, eur skeuden euz hon dilivranz-ni a zindan sklaverez ann drouk-spered, hag euz hon tremen eürus euz ar stad a bec’hed d’ar stad a c’hras, ar ganaouen-ze a dle beza ivez ar skouer euz hon anaoudeghez vad. Goude eur retred, eur mission, pe ar pask, na kaer e ve klevout eur bobl kristen o kana, hag o lavarout : « Kanomp d’ann Aotrou, rak diskouezet en deuz he vrasder, hor pec’hejou en deuz taolet e goueled ar mor ; beuzet int enn he drugarez, effacet int gant goad Jezuz-Krist. Ann Aotrou a vezo va nerz, goude beza bet va zilvidighez. Ar boblou, da lavaret eo, enebourien va ene, a zavo da ober brezel d’in, mes ann Aotrou Doue a vezo va hencher, ha va difennour, ha va doughen a rai evel eur c’hrouadur, beteg al leac’h santel emedi o choum he-unan. » Eüruz nep a laka evelse he fisianz e Doue, o tifisiout anezhan he-unan !

℣ 25. Ann Aotrou a ziskouezaz de Voïzes eur seurt koat ; ha pa en devoe taolet euz ar c’hoat-se enn dour, ann dour a zeuaz dous.

Ar c’hoat-se en devoa dre natur ar vertuz da zigas dous ann dour c’houero ; rak ar Spered Santel, goude beza lavaret, e levr ann Ecclesiastik, en deuz ann Holl-C’halloudek krouet al louzeier mad ouc’h ar c’hlenvejou, ha ne dle ket ann den fur ober fae anezho, e lavar kerkent, evel evit krevaat he ghentel : « C’houervder ann dour ha ne d-eo-hi ket bet douseet dre ar c’hoat a daolaz Moïzes enn-han ? »

Ar c’hoat-se, eme zant Aogustin, a oa eur skeuden euz a groaz hor Zalver. Ar pec’hed o veza taolet he vinim var ann holl draou krouet, kouls lavaret, e kavomp tenn ha c’houero bete gourc’hemennou Doue. Hoghen n’hon euz nemet sellout ouz ar groaz, hag e tiskenn ac’hano enn hor ene eunn nerz celestiel pehini a zigas dous ar pez a zonje d’eomp a oa c’houero, hag a ra d’eomp kavout hor peoc’h hag hon eurusted o senti e peptra ouc’h bolontez Doue.


————




PENNAD XVI.


Krosmol ann Israelited ebarz er gouelec’h. — Doue a zigas d’ezho koailled. — Doue a ro d’ezho ar mann.


1. Hag e tilec’hjont diouc’h Elim, hag holl bobl bugale Israël a zeuaz e gouelec’h Sin pehini a zo etre Elim ha Sinaï, ar bempzekved devez euz ann eil miz, goude ma oent eat er meaz euz a zouar ann Ejipt.

2. Hag holl bobl bugale Israël a grosmolaz enep Moïzes hag Aaron ebarz ar gouelec’h.

3. Ha bugale Israël a lavaraz d’ezho : Plijet gant Doue e vijemp maro dre zourn ann Aotrou e bro ann Ejipt, pa azezemp e kichen kaoteriou leun a ghik, ha pa zebremp bara hor goualc’h ! Perag hoc’h eus-hu digasset ac’hanomp er gouelec’h-ma, evit lakaat ar bobl holl da vervel gant ann naon.

4. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Emaounn o vont da reï d’ehoc’h eur glao bara euz ann env ; ar bobl a ielo er maez, hag a zastumo ar pez a vezo a-oualc’h evit pep devez, evit mac’h amprouinn anezhan, da velout hag hen a gherzo em lezen, pe ne rai ket.

5. Mes d’ar c’houec’hvet devez, ra zastumint da virout, ha kement-se ann hanter muioc’h eghet na gustument dastum ann deisiou all.

6. Ha Moïzes hag Aaron a lavaraz da holl vugale Israël : D’ann abardaez e ouiot enn deuz ann Aotrou ho tennet euz a zouar ann Ejipt ;

7. Ha da vintin e velot gloar ann Aotrou ; rak klevet en deuz ho krosmol enep ann Aotrou ; evid-omp ni petra omp-ni, evit ma krumussac’h enn hon enep ?

8. Ha Moïzes a lavaraz : Ann Aotrou a rai d’ehoc’h d’ann abardaez kik da zibri ha da vintin bara ho koualc’h ; dre ma en deuz klevet ar c’hrosmolou oc’h euz great enn he enep. Rak ni, petra omp-ni ? Ne ket enn hon enep-ni eo e sav ho krosmol, mes eneb ann Aotrou.

9. Moïzes a lavaraz ivez da Aaron : Livirit da holl bobl bugale Israël : Tostaït dirag ann Aotrou ; rak klevet en deuz ho krosmol.

10. Hag epad ma komze Aaron ouz holl bobl bugale Israël, e seljont etrezeg ar gouelec’h ; ha chetu gloar ann Aotrou en em ziskouezaz ebarz er goumoulen.

11. Hoghen ann Aotrou a gomzaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

12. Klevet am euz krozmolou bugale Israël : Livirit d’ezho : D’ann abardaez e tebrot kik, ha da vintin ho pezo bara ho koualc’h ; hag e ouiot ez ounn ann Aotrou ho Toue.

13. Ann abardaez a zeuaz eta, hag ar c’hoailled a zavaz hag a c’holoaz ar c’hamp ; da vintin ivez e kouezaz ar gliz tro-var-dro d’ar c’hamp.

14. Ha pa en devoa goloet gorre ann douar, e oe guelet ebarz er gouelec’h greun bihan, hag evel bruzunet enn neo-bil, henvel ouc’h reo-guenn var ann douar.

15. Bugale Israël o veza guelet ann dra-ze, a lavaraz ann eil d’eghile : Manhu ? Ar pez a zinifi : Petra eo ann dra-ma ? Rak ne ouient ket petra oa. Moïzes a lavaraz d’ezho : He-ma eo ar bara en deuz roet Doue d’ehoc’h da zibri.

16. Ha chetu ama ar gourc’hemenn en deuz roet : Ra zastumo peb unan euz anezhan kement ha ma renk da gaout evit dibri he oualc’h : Eur gomorad dre zen ; diouc’h ann niver tud hoc’h euz o choum enn teltou e tastumot.

17. Ha bugale Israël a reaz evelse ; hag e tastumjont unan muioc’h, eunn-all nebeutoc’h.

18. Hag e muzuljont diouc’h ar gomor[7] ; hag ann hini en doa dastumet muioc’h n’en doe ket brasoc’h loden, hag ann hini en doa kemeret nebeutoc’h, ne gavaz ket bihanoc’h loden ; mes dastumet ho devoa diouc’h ma helle peb unan dibri.

19. Ha Moïzes a lavaraz d’ezho : Arabad eo da zen mirout tamm ebed anezhan evit antronoz vintin.

20. Mes ne zentjont ket out-han, hag hiniennou anezho a viraz lod evit antronoz-vintin ; hag e savaz prenved enn-han, hag e vreinaz ; ha Moïzes a fachaz out-ho.

21. Dastum a reant eta da vintin peb-unan kement ha ma helle da zibri ; ha pa vije deuet ann heol kre, ann nemorant a deuze.

22. Mes d’ar c’houec’hved devez e tastumjont ann hanter muioc’h a voed, da lavarout eo, daou c’homorad dre bep den. Holl brinsed ar bobl a zeuaz hag hen danevellaz da Voïzes.

23. Hag hen a lavaraz d’ezho : Ann dra-ze eo en deuz lavaret ann Aotrou : Ehan ar Sabbat a zo konsakret da Zoue, ha varc’hoaz ema. Ar pez a zo da ober, grit-hen ; ar pez a zo da boaza, poazit-hen ; hag a pez a choumo enn ho tilec’h, mirit-hen evit varc’hoaz-vintin.

24. Hag e rejont evel ma en doa gourc’hemennet Moïzes, hag ar mann na vreinaz ket, ha ne oe kavet prenv ebed enn-han.

25. Ha Moïzes a lavaraz d’ezho : Debrit-hen hirio, rak sabbat ann Aotrou a zo ; ne vezo ket hirio var ar meaz.

26. Dastumit epad c’houec’h devez ; mes d’ar seizved devez ema Sabbat ann Aotrou ; dre-ze ne vezo ket kavet.

27. Hag e teuaz ar seizved devez, hag hiniennou euz ar bobl a ieaz er meaz evit dastum, ha ne gavjont ket.

28. Hag ann Aotrou a lavaraz da Moïzes : Bete p’eur e fell d’ehoc’h-hu choum hep mirout va c’hourc’hemennou, ha va lezen ?

29. Guelit en deuz ann Aotrou roet d’ehoc’h ar Sabbat, hag evit-se e ro d’ehoc’h d’ar c’houec’hved devez daou c’hement a voed. Ra choumo peb-unan enn he di, ra n’ez ai den er meaz euz he delt d’ar seizved devez.

30. Hag ar bobl a viraz ar Sabbat d’ar seizved devez.

31. Ha bugale Israël a hanvaz ar boed-se Mann : Henvel a oa ouc’h had koriandren, guenn a oa, hag he vlaz a oa evel hini flour-guiniz mesket gant mél.

32. Hoghen Moïzes a lavaraz : Chetu ama ar gourc’hemenn en deuz great ann Aotrou : Karghit eur gomor euz anezhan, ha ra vezo miret evit ann dud a dle dont var ho lerc’h ; evit ma anavezint ar bara gant pehini em euz ho maghet, pa oc’h bet tennet euz a zouar ann Ejipt.

33. Ha Moïzes a lavaraz da Aaron : Kemerit eul lestr, ha taolit mann enn-han, kement ha ma hell derc’hel eur gomor ; ha lakit-hen dirag ann Aotrou, evit beza miret enn ho touez a rum da rum.

34. Hervez ma en deuz ann Aotrou gourc’hemennet da Voïzes. Hag Aaron hen lakeaz enn tabernakl (pa oe great), evit beza miret.

35. Hoghen bugale Israël a zebraz ar mann epad daou-ughent vloaz, ken na zigouezjont er vro ma tlient choum enn-hi ; gant ar boed-se e oent maghet, ken na douchjont ouc’h douar kenta Kanaan.

36. Hoghen ar gomor a zo ann dekved darn euz ann ephi.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Bugale Israël a grosmolaz, etc. — Ann israëlited ho devoa en em vaghet epad eur miz gant ar boed ho devoa digaset gant-ho euz ann Ejipt. Mes pa veljont e oa ho fourvizion o vont da vankout, en em lekejont, evel ho c’hustum, da vurmuri enep Moïzes, hag eunn dra bennag ivez enep Doue. Daou vurzud, eme Voïzes d’ezho, a rai Doue enn ho kenver ; rak klevet en deuz ho krosmolou. Hoghen ne ket abalamour ma ho devoa murmuret, eo en deuz Doue soursi anezho ; mes abalamour ne fell ket d’ezhan ho defe leac’h d’en em glemm anezhan. He vadelez a roio d’ezho peadra da zibri, mes he justis a gavo ivez tu da gastiza ho murmuriou.

℣ 8. Ann Aotrou a rai d’ehoc’h d’ann abardaez kik da zibri ha da vintin bara ho koualc’h: — Guelloc’h am euz kavet trei evelse komzou ar Skritur, eghet lakaat evel ma ra kalz : Enn abardaez-ma, — ha varc’hoaz vintin : Rak komzou ar Skritur : Dabit vobis Dominus vespere carnes edere, et manè panes in saturitatem, a hell merka eunn dra bennag kuzet, ha ne ket disrevelet c’hoaz.

℣ 15. Manhu ! petra eo ann dra-ma ? — Ar boed burzuduz-se gant pehini e vagaz Doue he bobl epad daou-ughent vloaz, a oa dishenvel meurbed ouc’h ar mann naturel pehini a gaver e broïou a zo, ha na zervich da netra nemet da ober eur remed bennag. Ann dud na helfent ket beva gant ar mann naturel, ken nebeut ha na vevfent gant reo-guenn, rak n’en deuz blaz ebet anezhan he-unan ; hag hini ann Israelited a oa blazet mad dioc’h-tu. Oc’hpenn-ze, ar mann-ma o veza eur skeuden gaer euz a zakramant ann Aoter, Doue a roaz d’ezhan kals a galiteou ha n’ho deuz ket ar boedou all. Levr ar Furnez a gomz evel-henn anezhan : (16. 20) « Gant boed ann Elez, o va Doue, oc’h euz maghet ho pobl enn amzer-ze, hag hoc’h euz lekeat diraz-ho, bara euz ann env hep labour ebed, o kaout enn-han kement dudi a zo, ha kement blaz a ra vad d’ar ghenou. Ar boed-ze d’ehoc’h a ziskoueze ann douster hoc’h euz evit ho pugale ; hag oc’h ober diouc’h bolontez peb-unan, e chenche blaz diouc’h ma kare ann hini hen debre. »

Mes sant Aogustin a gred penaoz ne oa nemet ann Israelited vad a ghement a gave ar blazou-ze gant ar Mann ; ann Israelited charnel n’her c’havent ket ; anez, n’ho divije ket krozet enn he enep evel ma rejont divezatoc’h.

Ar roue David enn he psalmou a c’halv ar Mann, bara ann env, bara ann elez ; mes Jezuz-Krist a zesk d’eomp ne oa nag ann eil nag eghile nemet dre figur. « E guirionez, emez-han d’ar Juzevien, Moïzes n’en deuz ket roet d’ehoc’h bara euz ann env, mes va Zad a ro d’ehoc’h guir vara euz ann env. Rak bara Doue eo ann hini a zo diskennet euz ann env, hag a ro ar vuez d’ar bed… ha me eo ar bara a vuez. » (St-Iann 6. 33.)

Ar Mann a oa eta skeuden ar gommunion gristen, ha kement tra a verk ar skritur divar he benn, a verk doareou ann ene evit sakramanti, hag ar grasou a ro Doue d’eomp ebarz ar gommunion. Ar mann a zeue euz ann env, Jezuz-Krist a ziskenn euz ann env var ann Aoter. — Ar Mann a goueze bep mintin, ha peb-unan a ranke mont d’hen dastum, hag ar re lezirek ne gavent netra. Ar gommunion a zo evit ann dud kre ha prim da ober bolontez Doue ; ma na dle ket ann den lezirek dibri bara ar c’horf, hervez Sant Paol, nebeutoc’h e tle kemerout bara ann ene. — Ann hini a zastume eleiz a Vann, n’en divije ket muioc’h evit eunn all pa vije muzulet ; Jezuz-Krist a zo dindan pep hini euz ar spesou, hag holl dindan pep darn euz ar memes spesou. — Ar Mann a oa evit ann Israëlited hep ken, ha ne oe roet d’ezho nemet goude ho dilivranz euz ann Ejipt, hag ar mor ruz treuzet. Ar gommunion a zo evit ar gristenien hep ken, ha ne dleont he c’hemerout nemet gant eur galoun neat a bep pec’hed marvel, ha gant bolontez kre da drec’hi ho zechou fall, ha tentationou ann drouk spered. — Ar Mann en doa pep seurt blaz mad, hag a zalc’he leac’h ar boedou all. Ar gommunion a ro pep seurt grasou : Kreat a ra ar re a zo gouan, konforti a ra ar re c’hlac’haret, skleraat a ra ar spered, ha tomma a ra ar galoun : — Ar Mann a badaz keit ha ma oa ann Israëlited e beach, hag a ehanaz pa oent arruet enn Douar prometet. Ar gommunion a bado bete fin ar hed, ha na vanko ket d’eomp, keit na vezimp eat d’ar Baradoz, e pelec’h e vezimp unanet gant Doue evit bikenn.





PENNAD XVII.


Mean Horeb. — Brezel gant ann Amalecited.


1. Holl bobl bugale Israel a guitaaz eta gouelec’h Sin, ha goude beza great meur a ehan, diouc’h ma c’hourc’hemenne ann Aotrou, e kamjont e Raphidim, e peleac’h ne oa ket a zour da eva evit ar bobl.

2. Pehini en em ghemeraz ouc’h Moïzes, hag a lavaraz : Roit dour d’eomp evit ma evimp. Moïzes a respontaz d’ezho : Perag en em ghemerit-hu ouz-in-me ? perag e tentit-hu ann Aotrou ?

3. Sec’hed en doe eta ar bobl eno gant dienez a zour, hag e krosmolaz enep Moïzes, o lavarout : Perag hoc’h eus-hu great d’eomp dont er meaz euz ann Ejipt, evit hol lakaat da vervel gant ar zec’hed, ni, hag hor bugale, hag hor chatal ?

4. Ha Moïzes a griaz varzu ann Aotrou, o lavarout : Petra a rinn-me d’ar bobl-man ? Eunn nebeut c’hoaz, hag e vezinn labezet gant-han.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzez : Kerzit araog ar bobl ha kemerit gan-ehoc’h eur re benag euz henaoured Israël[8], ha dalc’hit enn ho tourn ar voalen gant pehini oc’h euz skoet var ar ster, hag it.

6. Me en em zalc’ho eno dira-z-hoc’h var mean Horeb ; skei a reot var ar mean, hag e teui dour anezhan, evit ma evo ar bobl. Moïzes a reaz evelse dirag henaoured Israël.

7. Hag e hanvaz al leac’h-se tentasion, dre’n abek da grosvol bugale Israël, ha dre ma ho doe tentet ann Aotrou, o lavarout : Ha beza ema ann Aotrou enn hor c’hreiz, pe n’ema ket ?

8. Hoghen, Amalek a zeuaz, hag e kombate ouc’h Israël e Raphidim.

9. Ha Moïzes a lavaraz da Jozue : Choazit brezelerien, hag it er meaz da vrezelekaat ouc’h Amalek ; varc’hoaz me vezo var lein ar grec’hen, ha goalen Doue gan-en em dourn.

10. Josue a reaz evel m’en doa lavaret Moïzes, hag e kombataz enep Amalek. Hoghen Moïzes, Aaron ha Hur a bignaz var lein ar grec’hen.

11. Ha pa zave Moïzes he zaouarn, Israël a c’houneze, mes pa ho izelea ann distera tra, Amalek a drec’he.

12. Hoghen daouarn Moïzes a zeue da skuiza ; kemer a rejont eta eur mean hag hen lekejont dindan-han, hag ec’h azezaz var-n-han ; hag Aaron hag Hur a zalc’he he zaouarn euz ann daou du. Hag e c’hoarvezaz ne skuizaz ke he zaouarnt tre bete kuz-heol.

13. Ha Josue a lekeaz Amalek e droug-atred[9] hen hag e bobl, ar c’hleze enn ho c’hein.

14. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skrivit ann dra-ma enn eul leor, evit ma vezo dalc’het koun anezhan, ha roit-hen da glevet da Josue ; rak effaçi a rinn ar zonj euz a Amalek a zindan bolz ann env.

15. Ha Moïzez a zavaz eunn aoter, hag he hanvaz euz ann hano-ma : Ann Aotrou eo va gloar ; rak, emez-han,

16. Dourn ann Aotrou divar he dron, ha brezel ann Aotrou a vezo enep Amalek a rum da rum da vikenn.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Perag e tentit-hu ann Aotrou ? — Ar bobl a Israël enn amzer-ze a oa eur bobl a dud charnel, da lavarout eo, tud ha n’ho doa ken preder nemet gant ezommou ar c’horf. Ann anaoudeghez vad, ar garantez, ann doujanz evit Doue a oa dibaot a-oalc’h en ho zouez. Burzudou braz ann Aotrou Doue en ho c’henver n’ho grea souezet nemet epad m’ho guelent, ha kerkent ma teue beac’h var-n-ezho euz eunn tu bennag, eleac’h lakaat ho fisianz e Doue, ker mad evit-ho, en em roent d’ann aoun ha d’ar spount, hag en em lakeant da vurmuri enep Moïzes hag ivez enep Doue he-unan. Kement-se a velimp aliez a-oalc’h e doug ann historiou-ma, ha ne vezo ket ret hen rei da velet bep veach. Mes diouallomp hon-unan, ni kristenien, na vemp re henvel ouz ann Israëlited.

Sant-Paol a vel e Mean Horel eur skeuden euz a Jezuz-Krist, guir vean burzuduz skoet evit doura hon eneou. Anezhan e tiredaz dour ha goad, danvez ar zakramanchou ; ar seiz feunteun-ze a c’hrasou pere a vezo bepred oc’h hent he iliz, da derri sec’hed ann eneou santel a dostai out-ho e doare vad.

℣ 8. Amelek a gombate ouc’h Israël e Raphidim. — Amelek hag e arme vraz o tont da drouc’ha hent d’ar bobl a Israël, a verk ann droug-spered hag ann holl dud fall euz a bere en em zervich evit herzel ann eneou mad, epad ma kerzont var zu ann env ho guir vro. Josue hag he vrezelerien choazet a verk hon Tad Santel ar Pap hag he veleien, karghet ar re ghenta da vrezelekaat ouc’h enebourien hor zilvidighez. Moïzes, he zaouarn astennet e doare eur groaz, a verk hor Zalver maro evid-omp, hag o kontinui ebarz enn env d’en em gheniga d’he dad evit hor pec’hejou. Mar ehanfe da bedi, e vemp trec’het, mes evel ne êhano ket ec’h hellomp kounta var ar gounit, mar kendalc’homp da vrezelekaat a zoare. Evit trec’hi eta enebourien hor zilvidighez, e renker brezelekaat ha pedi. Hor zalver en deuz hen lavaret he-unan : Beillit ha pedit, evit ne gouezot ket e deiz ann amprou.





PENNAD XVIII.


Jethro a zeu da gavout Moïzes er gouelec’h, hag a ro d’ezhan ann ali da ghemer tud all evit he zikour da c’houarn ar bobl.


1. Jethro, belek Madian ha tad-kaer Moïzes, o veza klevet komz euz ann holl draou en devoa great Doue da Voïzes ha d’ar bobl a Israël, ha penaoz en devoa ann Aotrou tennet Israël euz ann Ejipt,

2. A ghemeraz gant-han Sephora greg Moïzes, a oa bet kasset gant he-ma d’ar ghear.

3. Gant he zaou vap, unan anezho hanvet Gersam, dre ma en doa lavaret he dad : Tremeniad ounn bet enn eur vro estren ;

4. Hag eghile Eliezer, rak he dad en doa lavaret : Doue va Zad a zo oc’h va zikour, hag en deuz va dilivret diouc’h kleze Pharaon.

5. Jethro eta, tad-kaer Moïzes, hag he vipien hag he c’hreg a zeuaz da gavou Moïzes er gouelec’h, e peleac’h e oa kampet e kichen menez Doue.

6. Hag e kasaz kannad da Voïzes, o lavarout : Me Jethro ho tad-kaer, a zeu d’ho kavout, hag ho kreg ivez hag ho taou vap gant-hi.

7. Moïzes o veza deuet var arbenn he dad kaer, hen adoraz, a bokaz d’ezhan ; hag en em zaludjont ann eil eghile gant komzou a beoc’h. Ha pa oant eat dindan ann telt,

8. Moïzes a zanevelaz d’he dad-kaer ann holl draou en devoa graet ann Aotrou da Pharaaon ha d’ann Ejipsianed divarbenn Israël ; ann holl labourou ho doa bet da c’houzanv epad ann hent, hag e pe fesoun en doa ann Aotrou ho dilivret.

9. Ha Jethro en em laouennaz var ann holl vad en devoa great ann Aotrou da Israël, dreist holl, dre m’en doa he dennet a dre daouarn ann Ejipsianed.

10. Hag e lavaraz : Benighet ra vezo ann Aotrou en deuz ho tilivret diouc’h dourn ann Ejipsianed, diouc’h dourn Pharaon, hag en deuz tennet he bobl diouc’h sklaverez ann Ejipt.

11. Brema ec’h anavezan eo braz ann Aotrou dreist ann holl zoueou, dre m’en deuz diskaret ar re a oa ken ourgouilluz e kenver he bobl.

12. Ha Jethro, tad kaer Moïzes, a reaz eur zakrifis da Zoue gant loened devet enn he enor ha gant bara ; hag Aaron hag holl henaoured Israël a zeuaz da zibri ar bara gant-han dirak Doue. 13. Antronoz Moïzez a azezaz evit barn ar bobl, pehini a zeue diraz-han a-dal ar mintin beteg ann noz.

14. He dad-kaer o velout kement-se, da lavarout eo, ann holl draou a rea evid ar bobl, a lavaraz : Petra eo kement-ma a rit evit ar bobl ? Perak n’euz nemed hoc’h o varn, hag ema ann holl bobl o c’hortoz a-dal ar mintin beteg ann noz ?

15. Moïzez a respontaz d’ezhan : Ar bobl a zeu d’am c’havout da glask ali ann Aotrou Doue.

16. Ha pa zav eur striv bennag etrez-ho, e teuont d’am c’havout evit ma ho barninn, hag evit ma tiskouezinn d’ezho gourc’hemennou Doue hag he lezennou.

17. Ha Jethro a lavaraz d’ezhan : Ne rit ket aze eunn dra vad.

18. Ne ket furnez en em uza gant eunn hevelep labour, c’houi hoc’h unan, hag ar bobl a zo gan-ehoc’h ; ann dra a zo enn tu all d’ho nerz, na hellot ket herzel, ma n’euz nemed-hoc’h.

19. Mes selaouit va c’homzou, ha va aliou, ha Doue a vezo gan-ehoc’h. Bezit holl d’ar bobl enn traou a zell ouc’h Doue, evit ma kassot beteg enn-han ar pez ho deuz da c’houlenn digant-han ;

20. Hag evit ma teskot d’ar bobl al lidou hag ar fesoun da enori Doue, hag ann hent dre behini e tle kerzet, hag ar pez a dle da ober.

21. Mes choazit etouez ann holl bobl tud galloudek ha leun a zoujans Doue, tud hag ema ar virionez enn-ho, hag o deuz kas ouc’h pep avaristed, ha likiit-ho da vistri lod var mil den, lod var gant den, lod var hanter-kant den, ha lod da zek den.

22. Evit ma varnint ar bobl e peb amzer ; mes kement affer vraz a vezo, ra he c’hassint d’ehoc’h-hu, ha ne varvint ho-unan nemet ar re zistera. Hag ar beac’h a vezo skanvoc’h evid-hoc’h pa ho pezo roet lod anezhan da reall.

23. Mar grit kement-se, e reot mad ar garg en deuz roet Doue d’eoc’h, hag e viot goestl da ober ar pez a vezo gourc’hemennet d’ehoc’h gant-han, hag ann holl bobl-man a zistroio d’ar ghear e peoc’h.

24. O veza klevet ar c’homzou-ze, Moïzes a reaz ann holl draou en devoa he dad-kaer hen aliet da ober.

25. Hag o veza choazet etre holl vugale Israël tud stard ha kalounek, ho greaz prinsed ar bobl, lod da veza var benn mil den, lod var benn kant den, lod var benn hanter-kant den, ha lod var benn dek den.

26. Hag e varnent ar bobl munud e pep amzer ; mes ar pez a vije a ziessa a gassent da Voïzes, ha ne varnent nemet ann traou essa.

27. Ha Moïzes a ghimiadaz ouz he dad-kaer, pehini a zistroaz adarre d’he vro.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 1. Ha Jethro a reaz eur zakrifis da Zoue. — Kement-ma a zeu da gretaat ar pez hon euz merket dija ; da lavarout eo, ec’h anaie Jethro ar guir Doue hag e oa belek d’ezhan evel Melkisedek. Ar pez hon euz da evesaat out-han brema, eo al lid a rejont etrez-ho, me lavar Jethro, Aaron hag henaoured ar bobl ; Dont a rejont eme ar Skritur, da zibri ar bara dirag Doue. Kement-se a ziskouez penaoz a holl viskoaz ann dud a zebre lod euz ann traou a ghennighent e sakrifis da Zoue, hag a grede e reent evelse eunn dra sakr, hag agrabl da Zoue, en em unanent gant-han dre eunn doare communion. Rak mad eo gouzoud penaoz sakrifisou al lezen goz, ha re ar batriarched araog al lezen, a skeudenne holl sakrifis ar groaz, hag hini ann offeren zantel, e pehini, goude ma en deuz Jezuz-Krist en em ghennighet d’he Dad etre daouarn ar belek e teu da veza magadurez hon eneou dre ar gommunion santel.

℣ 16. Ha pa zav eur striv bennag etrez-ho, e teuont d’am c’havout evit ma tiskouezinn d’ezho gourc’hemennou Doue hag he lezennou. — Penaoz, eme zant Aogustin, ec’h helle Moïzes rei da anaout d’ar bobl gourc’hemennou Doue hag e lezennou, pa’z eo guir ne oa ket c’hoaz roet ar gourc’hemennou na skrivet al lezennou ? Guir eo, eme ann doktor, mes beza ez euz eul lezen eternel, lezen ar virionez, skrivet gant Doue e koustianz pep den, ha dre behini ec’h anavezomp ann droug diouc’h ar mad. Ann dud leal hag ho deuz c’hoant da ober bolontez Doue, a oar diskenn eno da c’houlenn petra lavar al lezen-ze, hag a glev eno Ali Doue, sententiam Dei. Chetu petra a rea Moïzes, hag he varnidighez a vije kavet mad, ha pep hini a rea diouc’h he gomzou. Skouer gaer evit ar re a zo karghet da varn ann dud ; klask lezen Doue e goueled ho c’houstianz.

℣ 19 etc. Bezit holl d’ar bobl er pez a zell oc’h Doue… Ha choazit tud a zoare evit barn ann traou distera. — Ann ali-ze a oa fur meurbed ; Moïzes a dlie beza araog peptra ministr hag hanterour etre Doue hag ar bobl ; he garg vraz a oa diskleria d’ar bobl bolontez Doue, ha komz da Zoue euz a ezommou ar bobl ; tud all a helje renka ar procezou a zavje etrez-ho divarbenn traou ar bed. Hag oc’h ober evelse Doue a vije gant-han. Da ghenta, abalamour Doue a gar e teufe pep den da ghemer kuzul digant eunn den all, abarz ober netra a dalvoudeghez vraz. D’ann eil, eur c’hrouadur hag a ra bolontez he dad pe he dad-kaer a vezo bennighet gant Doue. D’ann trede, eunn den hag en em ro enn holl d’ann holl da afferiou ar bed-ma, a gontraign Spered Doue da vont er meaz euz he galoun, pa’z guir ne lez plas ebed gant-han, er c’hontroll seul nebeutoc’h eo prederiet gant traou ann douar, seul velloc’h ec’h hell en-em rei da zonjal e traou ann eternite.

Taolit evez c’hoaz var ar c’haliteou a dle da gaout ar re a vezo choazet da c’houarn ar bobl, tud stard ha kalounek a renkont beza, tud leun a zoujanz-Doue, tud eeun ha distak diouc’h ann arc’hant. Pobl Kristen pa hoc’h euz kuzulierien da henvel, pe kannaded, pe tud all da lakaat e karg, chetu oc’h petra oc’h euz da zellout, mar fell d’ehoc’h e ve great mad hoc’h afferiou.





PENNAD XIX.


Menez Sinaï.


1. Enn trede miz goude ma oe deuet Israël er meaz euz ann Ejipt, ann trede deiz euz ar miz, e teujont e gouelec’h Sinaï.

2. Dilec’hiet diouc’h Raphidim, hag arruet e gouelec’h Sinaï, e kampjont el leac’h-se, hag Israël a blantaz eno he deltou rag-enep d’ar menez.

3. Ha Moïzes a bignaz da gavout Doue, rak ann Aotrou a c’halvaz anezhan divar ar menez, hag a lavaraz d’ezhan : Ann traou-ma a leverot da di Jakob, hag ho diskleria a reot da vugale Israël ;

4. Guelet hoc’h euz hoc’h-unan ar pez am euz great d’ann Ejipsianed ; penaoz em euz ho toughet evel ma toug ann er he laboused var he ziouaskel, hag ho kemeret evit ma viot d’in.

5. Mar selaouit eta va mouez ha mar mirit va c’hevredighez, c’houi vezo d’in evel va zra, va bobl choazet etre ann holl boblou ; rak ann douar holl a zo d’in.

6. Hag e viot evid-oun eur rouantelez a veleien hag eur vroad-tud Santel. Ar c’homzou-ze a leverot da vugale Israël.

7. Moïzes a zeuaz, hag o veza dastumet ar re gosa euz ar bobl, e tanevelaz d’ezho ar c’homzou en devoa gourc’hemennet ann Aotrou d’ezhan lavarout.

8. Hag ar bobl holl a respontaz : Ober a raimp kement tra en deuz lavaret ann Aotrou. Ha pa en doe Moïzes kasset komzou ar bobl d’ann Aotrou,

9. Ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : Bremaik e teuinn d’ho kavout e kreiz eur oabren deval, evit ma klevo ar bobl ac’hanoun o komz ouz-hoc’h, ha ma kredo ac’hanoc’h da vikenn. Moïzes a gasaz eta komzou ar bobl d’ann Aotrou.

10. Hag he-ma a lavaraz d’ezhan : It da gavout ar bobl, ha santifiit-hen hirio ha varc’hoaz, ha ra voalc’hint ho dillad.

11. Ha ra vezint prest abenn ann trede deiz ; rak d’ann trede deiz e tiskenno ann Aotrou dirag ar bobl holl var enez Sinaï.

12. Tro var dro d’ar menez e lekeot harzou ouz ar bobl, hag e leverot d’ezhan : Diouallit na bignfac’h var ar menez, ha na douchac’h zoken ouz ann traon anezhan. Piou bennag a doucho ouz ar menez a varvo evit he boan.

13. Dourn ann den na doucho ket out-han, mes lazet e vezo a daoliou mein, pe dreuzet a doliou birr ; pe loen pe zen e vezo, na choumo ket he vuez gant-han. Pa goumanso ann drompill da zoun, ra bignint neuze etrezeg ar menez.

14. Ha Moïzes a ziskennaz divar ar menez da gavout ar bobl, hag e santifiaz anezhan. Ha pa ho doe gouelc’hed ho dillad,

15. E lavaraz d’ezho : Bezit prest abenn ann trede deiz, ha na dostait ket ouz ho kraghez.

16. Dija e oa deuet ann trede deiz ; ha diouc’h ar mintin pa oa braz ann deiz, e koumansaz ar gurun da drouza, al luc’hed da splanna, eur goumoulenn deo meurbed da c’holoï ar menez. hag ann drompill da zoun kre ha skiltruz ; hag ar bobl, pehini a oa er c’hamp, a grene gant ann aoun.

17. Ha pa en doe Moïzes ho zennet diouc’h ar c’hamp evit dont var arbenn Doue, e choumzont e traon ar menez.

18. Hoghen menez Sinaï a voghede holl, dre ma oa diskennet ann Aotrou var-n-ezhan ekreiz ann tan ; hag ar moughed a zave anezhan evel diouc’h eur fourn vraz ; hag ar menez holl a oa spount he velet.

19. Ha soun ann drompill a zeue a nebeut da nebeut krevoc’h, ha da bep taol hirroc’h ha skiltroc’h. Moïzes a gomze, ha Doue a responte out-han.

20. Ann Aotrou a ziskennaz eta var venez Sinaï var vek ar menez, hag a c’halvaz Moïzez el leac’h huella. Ha pa oe pignet eno,

21. E lavaraz d’ezhan : Diskennit ha livirit mad d’ar bobl ar pez am euz difennet ; gant aoun na felfe d’ezhan tremen dreist ann harzou evit guelout ann Aotrou, ha na varfe eunn niver braz anezho.

22. Ar veleien ivez pere a dosta ouz ann Aotrou, ra vezint santifiet, gant aoun n’ho skofe ann Aotrou.

23. Ha Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Ar bobl munud na hello ket tostaat ouc’h menez Sinaï, rak diskleriet hoc’h euz ha gourc’hemennet mad o lavarout : Likiit harzou tro var dro d’ar menez ha grit anezhan eunn dra sakr.

24. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ezhan : It, diskennit ; hag e pignot c’houi, hag Aaron gan-ehoc’h. Mes ar veleien hag ar bobl, ra na dremenint ket ann harzou, ha na bignint ket da gavout ann Aotrou, gant aoun n’ho lazfe.

25. Moïzes a ziskennaz eta da gavout ar bobl, hag a lavaraz d’ezhan ann traou-ze holl.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 4. Guelet hoc’h euz penaoz em euz ho toughet evel ma toug ann er he laboused var he ziouaskel. — Ann er, pa fell d’ezhan chench plas d’he laboused, pe deski d’ezho nijal, a gustum ho doughen nann gant he bao na gant he vek, evel ma ra al loened all, mes ho c’hemer a ra var e ghein. Gouzout a ra n’euz nemet ann den hag a c’helfe neuze ober droug d’ezho en eul leuskel var-n-ezho tennou fuzul pe tennou birr ; hag en em laka etre ann tennou hag hi ; ar maro na hello ho zizout nemet a dreuz d’he gorf he-unan. Chetu aze eur skouer gaer a garantez ha chetu perag e kemer Moïzes al labouz roeal-ze da heveledighez pa fell d’ezhan diskouez d’he bobl bete pegheid ez a karantez Doue enn ho c’henver.

℣ 6. Hag e viot evid-oun eur rouantelez a veleien — Da ghenta, Doue a oa he-unan roue ar bobl a Israël, hag epad pell amzer e c’houarnaz anezho dre he veleien. Rak-se pa zeujont eunn devez da bedi Samuel ar beleg braz da rei d’ezho eur roue, evel m’ho devoa ar boblou tro-var-dro, Doue a lavaraz da Zamuel : ne ket c’houi eo a daolont a gostez, me ann hini eo, ha na fell ket d’ezho e rênfeun var-n-ezho hiviziken.

D’ann eil, ar bobl a Israël a skeudenne e pep tra ar gristenien a dlie dont var ho lerc’h. Hag ar gristenien, hervez Sant Per, a zo eur veleghiach roeal, da lavarout eo, rouaned ha beleien var eunn dro gant Jezuz-Krist. Rouaned, dre ma’zint galvet da rên gant-han e rouantelez he Dad ; beleien, dre ma en em c’hoestlont bemdez da Zoue gant Jezuz-Krist evel eunn hostif beo, santel, hag agreabl, ha dre ma’z int prest da rei ho buez evit he c’hloar, evel m’ho deuz great ar verzerien.

℣ 9. Bremaik e teuinn d’ho kavout e kreiz tevalded eur oabren, evit ma klevo ar bobl ac’hanoun o komz ouz-hoc’h, ha ma kredint ac’hanoc’h da vikenn. — Ann arvest spountuz-se, e kreiz pehini e felle da Zoue rei he c’hourc’hemennou d’ann dud, a oa evit planta doun he zoujanz enn ho c’halonou, rag doujanz Doue eo penn ar furnez. O velout ann tan, al luc’hed, ar gurun o tont enn he raog, e komprenjent he veurded, he c’halloud, hag he c’hloar. Lavarout a rajent enn-ho ho-unan : Ma na zentomp ket hen hor flastro ; mar sentomp, eo goestl da zigas he bromessaou da vir, ha d’hor c’harga a bep seurt madou. Ar zonjou-ze, eo a felle da Zoue da lakaat doun enn ho sperejou evit ma rajent ar mad. Rak eur gurunen, pe boaniou garo en deuz da rei d’ezho ; ha gant aoun na helfe ket he justis rei ar gurunen, e c’hourdrouz rei ar poaniou garo ; hag e laka dirag ho daoulagad tan, moghed, kurun ha luc’hed, enn eur gher, eunn ifern portrezet.





PENNAD XIX.


Ann dek gourc’hemenn.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz ar c’homzou-ma holl.

2. Me eo ann Aotrou ho Toue, me’m euz ho tennet euz a zouar ann Ejipt ; hag euz a di ar sklaverez.

3. N’ho pezo ket a Zoueou estren diraz-oun.

4.Na reot ket evid-oc’h skeudennou kizellet, nag heveledighez ebed euz ann traou a zo enn neac’h ebarz enn env, hag enn traon var ann douar, nag euz ar re a zo enn dour dindan ann douar.

5. Ne adorot ket anezho, ha na reot ket lidou enn ho enor. Me eo ann Aotrou ho Toue, ann Doue kre, oazuz, hag a venj goall-oberiou ann tadou var ar vugale bete ann trede hag ar pevare rumm euz ar re ho deuz kaz ouzin.

6. Hag a ra trugarez a-hed mil rumm d’ar re em c’har, hag a vir va gourc’hemennou.

7. Na ghemerot ket hano ann Aotrou ho Toue ez vean, rak ann Aotrou na gavo ket divlam ann hini en devezo kemeret hano ann Aotrou he Zoue ez vean.

8 Ho pet sonj da zantifia Deiz ar Sabbat[10].

9. Epad c’houec’h devez e labourot, hag e reot ar pez, ho pezo da ober ;

10. Mes d’ar seizved devez ema Sabbat ann Aotrou ho Toue. Ne reot labour ebed enn deiz-se, na c’houi, nag ho map, nag ho merc’h, nag ho mevel, nag ho matez, nag ho jao, nag ann diaveziad a zo o choum enn ho keariou.

11. Rak ann Aotrou en deuz great e c’houec’h devez ann env, ann douar, ar mor ha kement tra a zo enn-ho, hag en deuz ehanet d’ar seizved devez. Dre’n abeg da ze ann Aotrou en deuz bennighet deiz ar Sabbat, ha great anezhan eunn deiz Santel.

12. Enorit ho tad hag ho mamm evit ma vevot pell var ann douar a roio d’ehoc’h ann Aotrou Doue.

13. Na lazot ket

14. Na reot ket avoultrerez.

15. Na laerot ket.

16. Na zougot ket falz testeni a-enep hi nessa.

17. Na c’hoanteot ket ti ho nessa ; na glaskot ket kaout he c’hreg, nag he vevel, nag he vatez, nag he ejenn, nag he azen, na petra a ghement a zo d’ezhan.

18. Hoghen ar bobl holl a gleve trouz ar gurun ha son ann drompill, evel ma velent al luc’hed o splanna, hag ar menez o voghedi ; ha karghet a aoun hag a spount, e chomjont pell diouc’h ar menez.

19. Hag e lavarent da Voïzes : Komzit d’eomp c’houi, hag e selaouimp ac’hanoc’h ; arabat eo e komzfe ann Aotrou ouz-omp, gant aoun e varfemp.

20. Ha Moïzes a lavaraz d’ar bobl : N’ho pezet ket aoun ; Doue a zo deuet evelse evit hoc’h amproui, hag evit ma vije he zoujanz enn-hoc’h, ha na bec’hfac’h ket.

21. Ar bobl eta en em zalc’haz a bell. Ha Moïzes a dostaaz ouz ar oabren deval e oa Doue enn-hi.

22. Ann aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Ann dra-ma a leverot da vugale Israël : Guelet hoc’h euz em euz komzet ouz-hoc’h euz ann Env.

23. Na reot ket doueou arc’hant, ha na reot ket doueou aour evid-hoc’h.

24. Eunn Aoter zouar a reot d’in, hag e kennigot var-n-ezhi ho sakrifisou-losk [11], hag hoc’h hostivou a beoc’h, ho tenved hag hoc’h ejenned, e kement leac’h ma vezo dalc’het koun euz va hano : dont a rinn d’ho kavout, ha va bennoz a roinn d’ehoc’h.

25. Ha mar grit d’inn eunn aoter vein, na zavot ket anezhi gant mein benet ; rak ma likiit ar ghizal var-n-ezhi, e vezo dic’hlan.

26. Na bignot ket ouz va aoter dre zeresiou, gant aoun na ve guelet ho noazded.


————


SKLERIDIGHEZ.


Chetu penaoz eo bet imbannet gourc’hemennou Doue, ar vamm-lezen euz ann holl lezennou all. Ne ket aliou a zo ama, na kuzuliou ar barfedighez, mad da heulia pe da lezel hep pec’hed marvel. Al lezen Eternel eo hou-ma, skrivet gant Doue e koustianz pep den, hag e renker da virout dindan boan da veza reuzeudig er bed-ma, ha da goll ar vuez eternel

He spered leun euz ar virionez-se, pehini a oa bet diskleriet d’ezhan gant Doue he-unan var ar menez, Moïzes na ehane d’he frezeg d’ar bobl. « Ann env hag ann douar, emez-han, a ghemerann da dest em euz kekeat diraz-hoc’h ar vuez hag ar maro, ar vennoz hag ar valloz. Ar vennoz, mar sentit ouz gourc’hemennou ann Aotrou, ar valloz, ma na zentit ket. Oh ! choazit eta ar vuez !… Skrivit doun enn ho kalonou he lezen hag he c’hourc’hemennou. Ho diski a reot d’ho pugale. Sonjal a reot enn-ho azezet enn ho tiez ; oc’h ober hent, enn ho kuele abarz kousket, da vintin pa zihunot. Ho skriva a reot var doull dor ho ti, var balv ho tourn ; ra vezint e pebleac’h a ispill dirag ho taoulagad. » Ar gourc’hemennou miret, chetu gounezet holl, ar gourc’hemennou torret, chetu eat tout da goll !

Ne ket d’ar bobl a Israël hepken eo bet great ar promessaou hag ar gourdrouzou-ze. Doue Israël a zo ivez hon Doueni ha beza ez omp ivez he bobl karet, Rak hon tennet en deuz ivez euz a di ar sklaverez, a dre daouarn eur Pharaon kruel, hag hor galvet en deuz ivez d’he zervicha er zantelez hag er virionez, bemde-c’houlou epad hor buez. Ra zono eta ivez he gomzou enn hon diskouarn, ra choumint skrivet enn hor c’halonou ! Deskomp he c’hourc’hemennou, sonjomp enn-ho ha da noz ha da vintin, reizomp var-n-ho hor zonjou, hor c’homzou, hon oberiou ; hag e kavimp ivez eo guir ar gomz-ma : « Mir gourc’hemennou ann Aotrou da Zoue, evit ma vezi eüruz. » (Deuter. 6. 17.)





PENNAD XXI.


Lezennou-reiz[12] roet gant Doue da Voïzes.


1. Chetu ama al lezennou-reiz a ghenigot d’ezho.

2. Mar prenit eur sklav hebread, e servicho ac’hanoc’h epad c’houec’h vloaz ; d’ar seizved bloaz ez aï er meaz euz ho ti, libr hag hep paea netra.

3. Mont a rai kuit gant ann dillad en doa pa zeuaz enn ho ti ; mar doa demezet, he c’hreg a ielo ivez er meaz euz ho ti gant-han.

4. Mes mar deo ar mestr eo en deuz roet eur c’hreg d’ezhan, hag e deuz ganet d’ezhan paotred ha merc’hed, ar vaouez hag he bugale a vezo d’he vestr, hag ar goaz he-unan az ai er meaz euz ho ti gant he zillad.

5. Ma lavar ar sklav : Me a gar va mestr, ha va greg ha va bugale, ne fell ket d’in kuitaat ann ti da ghemer va frankiz ;

6. He vestr her c’haso dirag ar varnerien, hag e vezo lekeat harp ouc’h postou ann nor, hag e vezo toullet d’ezhan he skouarn gant eur menaouet, hag e vezo sklav da vikenn.

7. Ma en deuz unan bennag guerzet he verc’h da veza matez, ne daï ket er meaz euz ann ti evel ma kustum ar vitizien mont kuit.

8. Mar tisplij d’ar mestr da behini eo bet guerzet, ec’h hell he c’has kuit ; mes na hello ket he guerza da eur bobl diaveaz, ma en deuz he disprijet he-unan.

9. Ma en deuz he dimezet d’he vap, e rai enn he c’henver evel ma vez great d’ar merc’hed a di.

10. Ha ma ro eur c’hreg all d’he vap, e renk dimezi adarre ar plac’h, ha rei dillad d’ezhi, ha na refuzot ket d’ezhi ann dic’haou evit he guerc’hded.

11. Ma ne ra ket ann tri zra-ze, ar plac’h az ai er meaz euz he di, kuit hag hep paea netra.

12. Piou bennag a skoo gant eunn den o klask he laza, a vezo lekeat d’ar maro.

13. Mes ma n’en deuz ket ar muntrer klasket ann tu d’he laza, mar d-eo Doue eo en deuz he daolet etre he zaouarn, me verko d’ehoc’h al leac’h ma tle mont da glask minic’hi.

14. Ma laz unan bennag he nesa a-vetepanz ha dre spi ; hen tennot euz a ghichen va aoter, evit beza lekeat d’ar maro.

15. Nep en devezo skoet gant he dad pe gant he vam, a vezo lekeat d’ar maro.

16. Nep en devezo laeret eunn den, ha guerzet anezhan, pa vezo bet prouvet ann torfed var-n-ezhan, e vezo lekeat d’ar maro.

17. Neb en devezo laosket mallozou gant he dad pe gant he vamm, a vezo lekeat d’ar maro.

18. Mar’zeuz bet kroz etre daou zen, hag en deuz unan anezho skoet eghile gant eur mean pe gant he zourn serret, ha ne ket maro ann hini kannet, mes choumet eo bet var he vele ;

19. Ma eo bet savet, hag en deuz kerzet er meaz var harp he vaz, ann hini en deuz skoet a vezo divlam euz he varo ; mes dalc’het e vezo da zic’haoui eghile euz he labour kollet, hag euz ann dispign en deuz bet gant ar vedecined.

20. Neb en devezo skoet gant he vevel pe gant he vatez gant eur voalen, mar d-int maro etre he zaouarn, a vezo kabluz euz a ann torfed-ze.

21. Mes mar bevont c’hoaz eunn devez pe zaou, ne zougo ket poan ar muntrer, rak he arc’hant int.

22. Mar sav kroz etre goazed, hag e sko unan anezho gant eur c’hreg dougherez, hag eo gouilioudet euz eur c’hrouadur maro, mes hi he-unan a zo choumet beo, ann hini en deuz skoet a baeo ann dic’haou a c’houlenno pried ar c’hreg, diouc’h ma ho devezo barnet ann hanterourien.

23. Mes mar d-eo maro ar c’hreg, e paeo buez evit buez,

24. Lagad evit lagad, dant evit dant, dourn evit dourn, troad evit troad.

25. Devadur evit devadur, gouli evit gouli, blonsadur evit blonsadur.

26. Mar sko unan bennag gant lagad he vevel pe he vatez, hag ho deuz kollet ho lagad, e laosko anezho da vont enn ho frankiz, evit al lagad en deuz tennet.

27. Mar torr eunn dant d’he vevel pe d’he vatez, e laosko anezho kuit er memes fesoun.

28. Ma en deuz eunn ejen roet eunn taol korn da eur goaz pe da eur vaouez, hag int maro, ann ejen a vezo lazet a daoliou mein ; ha na vezo ket debret he ghik ; mes perc’hen ann ejen a vezo divlam.

29. Hoghen ma tourte ann ejen deac’h ha derc’hent-deac’h, hag ho deuz ann dud lavaret kement-se d’he berc’hen, ha n’en deuz ket he-ma he zalc’het er c’hraou, hag en deuz lazet eur goaz pe eur vaouez ; ann ejen a vezo lazet a daoliou mein, hag he berc’hen a lakaint d’ar maro.

30. Mar bez koundaonet da baea eur zoum arc’hant, e roi, evit dasprena he vuez, ar pez a vezo goulennet digant-han.

31. Ma en deuz ann ejen skoet eur paotr pe eur plac’h, ar varn a vezo ar memes tra.

32. Ma en deuz skoet gant eur sklav pe gant eur sklavez, he berc’hen a baeo tregont sikl arc’hant d’ho mestr, hag ann ejen a vezo lazet a daoliou mein.

33. Ma en deuz unan bennag digoret ha kleuzet eur puns dour-glao, ha n’en deuz ket he c’holoet, hag ez euz kouezet enn-han eunn ejen pe eunn azen,

34. Mestr ar puns a baeo priz al loened, hag al loen maro a vezo d’ezhan.

35. Ma en deuz ejen eunn den blesset ejen eunn den all hag eo maro ; ann daou berc’hen a verzo ann ejen beo, a ranno ar priz anezhan, ha korf ann hini maro a zaouhanterint etrez-ho.

36. Mes ma ouie ar perc’hen e tourte he ejen deac’h ha derc’hent deac’h, ha n’en deuz ket diouallet anezhan, e taskoro ejen evit ejen, korf ann hini maro a vezo holl d’ezhan.


————


SKLERIDIGHEZ.


Al lezennou a ro Doue aman da Voïzes, ne d-int nemet ann displeg dre ar munudou euz ann dek gourc’hemen roet gant-han he-unan d’ar bobl divar ar menez. Lod anezho na zellont nemet ouz ar bobl a Israël, hag ho ghervel a helleur lezennou ar reiz, pe lezennou ho gouarnamant. Koulskoude pep kristen a hell ho lenn hag ho studia, hag e servichint kalz da rei d’ezhan eur spered eëun, leal ha madelezus.

Var al lezennou a zo er pennad-ma ne livirin nemet eur gomz pe ziou. — Guelit peghement a stad a ra Doue euz a vuez ann den, pa eo guir e c’hourc’hemenn labeza dioc’h-tu al loen nemes en devezo lazet eunn den.

Pa lavar Doue e paeo ar muntrer lagad evit lagad, dant evit dant, ne ket evit doughenn ann dud d’en em venji eo e lavar kement-se, mes evit derc’hel var froudennou ar venjanz, o tifenn ober d’ann torfedour mui a zroug eghet n’en deuz great. Ha pa eo deut hor Zalver var ann douar, en deuz c’hoaz douseet ar gourc’hemenn, o lavarout : « Na stourmit ket ouc’h ann den fall ; mar sko unan-bennag var ho jod deou, kennighit d’ezhan c’hoaz ann hini gleiz. »

Dreist peptra taolit evez var ann daou versad 15 ha 17. Nep en devezo skoet gant he dad pe gant he vamm a vezo lekeat d’ar maro. Neb en devezo millighet he dad pe he vamm a vezo lekeat d’ar maro ! Ann Aotrou Doue a ouie a-oalc’h penaoz doujanz ar vugale evit ho zad hag ho mamm a oa al lezen-benn evit pep gouarnamant, rak eur c’hrouadur na zouj ket he dad, ha na enor ket he vamm, ne zoujo ket mistri all nemet forset e ve. Chetu perag eo Doue ker rust ouc’h ar vugale dinatur-ze : Ra vezint lekeat d’ar maro. Hirio lezennou ann dud a zo dousoc’h e kenver ar vugale direspet evit ho zad hag ho mamm, mes lezen Doue a zo bepred ar memes lezen ; skei gant-ho, pe mallozi var-n-ezho a zo pec’hed marvel ; hag ann taoliou-ze, hag ar mallozou-ze a gouez alies var benn ar vugale, a-daleg ar vuez-ma.




PENNAD XXII.


Lezennou roet gant Doue da Voïzes.


1. Ma en deuz unan bennag laeret eunn ejen, pe eunn danvad hag en deuz ho guerzet pe lazet ; e taskoro pemp ejen evit eunn ejen, ha pevar danvad evit eunn danvad.

2. Mar d-eo paket al laer o terri ann or pe o toulla ar vogher da vont enn eunn ti, ha mar d-eo maro divar ar gouli en deuz bet, ann hini en deuz he skoet, ne vezo ket kabluz euz he varo.

3. Mes ma en deuz great ann taol-ze goude ma oa savet ann heol, en deuz great eur muntr, hag e tle mervel he-unan. Al laer, ma n’en deuz ket peadra da rei evit rapari he laeronsi, a vezo guerzet.

4. Mar bez kavet beo enn he di ar pez a zo bet laeret, ann ejen, pe ann azen, pe ann danvad, e taskoro daou evit unan.

5. Ma en deuz unan bennag great doumach enn eur park pe enn eur vinien, hag en deuz laosket he loen da beuri tra ann hentez, e roio en dic’haou ar pez en deuz a vella enn he bark he-unan pe enn he vinien diouc’h ma vezo bet istimet ann doumach.

6. Ma en deuz ann tan o kreski kavet spern var he hent, hag eo bet kroghet er berniou ed, pe enn edou var droad er parkeier, ann hini en deuz c’houezet ann tan a baeo ann doumach.

7. Ma en deuz unan bennag roet d’he vignoun arc’hant pe eul lestr da viret, hag int bet laeret digant ann hini en doa ho c’hemeret enn he garg ; mar bez kavet al laer, e taskoro daou c’hement all.

8. Ma ne gaveur ket al laer, mestr ann ti a vezo kaset dirag ar varnerien, hag e touo var he le penaoz n’en deuz ket astennet he zourn var dra he nessa.

9. Da ober al laeronsi-ze, daoust petra eo, pe ejen, pe azen, pe zanvad, pe zillad, pe eunn doumach bennag all ; kaoz ann diou ghevren a ielo beteg ar varnerien, ha mar koundaonont ann tredeok, e taskoro daou c’hement d’he nessa.

10. Ma en deuz eunn den roet da viret d’he nessa eunn azen, eunn ejen, eunn danvad, pe n’euz fors pe seurt loen, hag eo marvet, pe eat da fall, pe ghemeret gant ann enebourien, ha den n’en deuz guelet,

11. Ann tredeok a deuo dirag ar varnerien penaoz n’en deuz ket astennet he zourn var dra he hentez, hag ar perc’hen a dremeno gant al le-ze, hag ann tredeok ne vezo ket rediet da baea ann dra kollet.

12. Mes mar d-eo bet laeret, e renko dic’haoui ar perc’hen.

13. Mar d-eo bet taghet gant eul loen gouez, e kaso d’ar perc’hen ann aneval a zo bet lazet, ha n’en devezo netra da baea.

14. Ann hini en devezo goulennet e prest digant he nessa eunn dra bennag euz ann traou-ze, hag eo eat da goll pe marvet, ha na oa ket ar perc’hen var al leac’h, a vezo rediet da zic’haoui.

15. Hoghen ma ema ar perc’hen var al leac’h, ann emprestour na baeo ket, dreist pep tra ma en deuz gopreet al loen, hag e tlie paea talloudeghez he labour.

16. Ma en deuz unan bennag touellet eur verc’h guerc’h, ha ne d-eo ket c’hoaz demezet, hag en deuz kousket gant-hi, e roio d’ezhi argourou, hag e kemero anezhi da bried.

17. Hoghen ma na fell ket da dad ar verc’h he rei d’ezhan, hen a baeo ar zoum arc’hant a gustum ar merc’hed da gaout evit argourou.

18. Ne lezot ket ar sorcerien da veva nepred.

19. Piou bennag en devezo great fall gant eunn aneval, a vezo lekeat d’ar maro.

20. Piou bennag en devezo sacrifiet d’ann Doueou, nemet d’ann Aotrou hep ken, a vezo lekeat d’ar maro.

21. Na nec’hot ket ann diaveziad, na n’he ankeniot ket, rak diavezidi oc’h bet hoc’h-unan e douar ann Ejipt.

22. Ne reot ket a c’haou ouz ann intanvez nag ouz ann emzivad.

23. Mar noazit d’ezho, e kriint var-zu enn-oun, hag e selaouinn ho c’hri :

24. Hag e tano va buaneghez, hag e skoinn var-n-hoc’h gant ar c’hleze, hag ho kraghe a vezo intanvezed, hag ho pugale emzivaded.

25. Mar prestit arc’hant d’ar re baour euz va bobl a choum enn ho touez, ne voaskot ket var-n-ezho evel ma ra eur goall-viraer, ha n’ho c’hrevot ket dre hoc’h uzurerez

26. Mar hoc’h euz kemeret digant ho nessa he viskamant evit arrez, he root endro d’ezhan araok ma vezo kuzet ann heol.

27. Rak n’en deuz pez dillad all ebed da c’holeï he gorf, na da lakat var he ghein pa’z aï da gousket ; mar kri etrezeg enn-oun, e selaouinn anezhan, dre ma’z oun trugarezuz.

28. Ne oall-gomzot ket euz ar varnerien, ha ne vallozot ket var ar prins a zo e penn ho pobl.

29. Ne zaleot ket da gas ho teogou hag ho preveudiou ; ar c’henta ganet euz ho mipien a root d’in.

30. Euz hoc’h ejened hag euz ho tenved e reot ar memes tra ; seiz devez e choumint gant ho mamm, ha d’ann eizved devez e kasot anezho d’in.

3l. Beza e vezot holl tud konsakret d’in, ne zebrot ket euz ar c’hik a vezo bet tanveet araog gant al loened gouez ; he deurel a reot d’ar chas.


————


SKLERIDIGHEZ.


N’euz netra da lavarout var lezennou ar pennad-ma ; ar rezoun, pe ar skiant vad, a zo assant gant komsou Doue. N’euz nemet eur gher da lavarout var ar versad 18.

l8. Ne lezot ket ar sorcerien da veva enn ho Touez. Kelc’her, divinour, sorcer ha strobineller a zo ar memes tra. Ann dud a ra ar vicher-ze a dro kein da Zoue, hag en em ro d’ann diaoul he enebour. Dre-ze int bet a viskoaz eskumunighet e religion ar guir Doue evel idolatred. Mar d-eo eskumunighet ar zorcerien, ar re a c’houlenn kuzul digant-ho a gouez ivez alies dindan ho eskumunighen. Eur zouez hag eur vez eo guelet c’hoaz hirio ann deiz kristenien o vont d’ho c’havout. Anzao a rann ez euz bet sorcerien enn amzer guechall, pa oa ar bed gozik oll dindan galloud ann Drouk Spered. Mes abaoe ma eo santifiet ar vro gant ar religion gristen, hag ann dud gant ar Zakramanchou, Doue ne lez mui ann Drouk Spered da droumpla ann dud dre falz viraclou. Ann dud en em ro hirio evit sorcerien, ne d-int eta nemet laeroun ; ha kel lies gueach ma vezont paket gant justis ar bed, int obliget da anzao ne reont ho micher, nemet evit houperiga ann dud sot ha tenna arc’hant euz ho ilc’hier.




PENNAD XXII.


Lezennou d’ar varnerien. — Lezen ar Sabbat. — Eal Doue gant ann Israelited.


1. Na reot ket skouarn da eur gaoz ha ne d-eo ket guir ; ha na lekeot ket ho tourn e dourn ann den impi da zoughen falz-testeni enn tu gant-han.

2. N’ez eot ket da heul ar foul da ober ann drouk, ha pa root ho mouez enn eur varn, ne assantot ket da venoz al loden vrassa, evit trei divar ar virionez.

3. Er varn ne viot ket ken nebeut trugarezuz e kenver ar paour.

4. Ma en em gavit gant ejen hoc’h enebour pe gant he azen dianket, digasit-ho d’ezhan d’ar ghear.

5. Mar guelit azen ann hini en deuz kaz ouz-hoc’h kouezet dindan he zamm, ne d-eot ket ebiou, mes he zikour a reot d’he zevel.

6. Na zilezo ket ar guir evit condaouni ar paour.

7. Tec’hit diouc’h ar gaou. Na lekeot ket d’ar maro ann den divlam nag ann den just, rak argarzi a rann ann den impi ha na ra stad ebed euz ar virionez.

8. Ha na zighemerot ket a brezanchou, pere a zall memes ann dud fur, hag a voall-dro komzou ann dud just.

9. Ne viot ket rust ouz ann diaveziad ; rak anaout a rit stad ann diavezidi, o veza ma’z hoc’h bet hoc’h-unan diavezidi e douar ann Ejipt.

10. Epad c’houec’h vloaz ec’h hadot ho touar, hag e tastumot ar frouezou anezhan.

11. Mes d’ar seizvet bloaz hen lezfot da ehana ; evit ma kavo peorien ho pobl pe a dra da zibri ha ma vezo ar pez a choumo enn ho dilerc’h, boed al loened gouez ; ar memes tra a reot d’ar vinien ha d’ar guez olivez.

12. C’houec’h devez e labourot, ha d’ar seizved ec’h ehanot, evit ma tiskuizo hoc’h ejen hag hoc’h azen, ha ma en em frealzo map ho sklavez hag ann diaveziad.

13. Mirit ann holl draou am euz lavaret d’ehoc’h. Ha na douot ket dre hano ann doueou estren, ha na vezo ket klevet ho hanoiou enn ho kenou.

14. Teir gueach er bloaz e lidot goueliou em henor,

15. Mirout a reot gouel braz ar bara dic’hoell. Epad seiz devez e tebrot bara dic’hoell, evel m’em euz gourc’hemennet d’ehoc’h, e mare miz ann edou nevez, e kenver pehini oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt. Ne apparissot ket diraz-oun ho taouarn goullo.

16. Mirout a reot ivez gouel braz ann eost, gouel ar preveudiou euz ho labour hag euz a ghement tra ho pezo hadet enn ho park : Ha gouel braz difin ar bloaz, pa ho pezo dastumet hoc’h holl frouezou euz ho parkeier.

17. Pep paotr a zeuio teir gueach er bloaz dirag ann Aotrou ho Toue.

18. Ne zakrifiot ket var vara goellet goad ann aneval a vezo bet lazet em enor ; ha soa victimou va gouel braz ne vezo ket miret beteg antronoz vintin.

19. Kas a reot ar preveudiou euz frouezou ho touar da di ann Aotrou ho Toue. Ne boazot ket ar menn-gaorv e leaz he vamm. Pe er c’hiz all : — Ne boazot ket ar menn-gaorv a zo c’hoaz o tena he vamm.

20. Kass a rinn va Eal, evit ma kerzo enn ho raog, evit ma ho tiouallo hed ann hent, ha ma ho lakaï ebarz er vro am euz preparet d’ehoc’h.

21. Doughit resped d’ezhan, ha selaouit he vouez, ha na gredit ket ec’h helfac’h he zisprijout ; rak ne bardouno ket mar pec’hit, hag em hano-me eo e raï pep tra.

22. Hoghen mar selaouit he vouez, ha mar grit ann holl draou a lavarann, me vezo enebour hoc’h enebourien, ha goana a rinn ar re ho koano.

23. Ha va Eal a gherzo enn ho raog, hag a gaso ac’hanoc’h e bro ann Amorrheed, ann Hetheed, ar Pherezeed, ar Gananeed, ann Heveed, hag ar Jebuseed a dleann da zismantra.

24. Ne adorot ket ho Doueou, ha na reot lid ebed en ho enor. Na reot ket ann traou a reont, mes ho dismantra a reot, ha bruzuni a reot ho skeudennou.

25. Hag e servichot ann Aotrou ho Toue, evit ma roïon va bennoz d’ho para ha d’ho tour, ha ma laminn pep klenved euz ho touez.

26. Ne vezo greg difrouez ebed na brec’haign ebed enn ho touar, leunia a rinn muzul ho teisiou. (Eur vuez hir a roinn d’ehoc’h).

27. Lakaat a rinn va spount da gherzet enn ho raog, ha laza a rinn kement pobl ez eot enn he vro ; ha lakaat a rinn hoc’h holl enebourien da drei kein a raz-hoc’h ;

28. O kas da ghenta guesped braz pere a rai d’ann Heveed, d’ar Gananeed ha d’ann Hetheed tec’het kuit, abarz ma’z eot enn ho bro.

29. N’ho zaolinn ket er meaz divar ho hent enn eur bloaz, gant aoun na zeufe ar vro da veza eur gouelec’h, ha na greskfe al loened gouez da noazout d’ehoc’h.

30. A nebeud da nebeud ho c’hasinn er meaz a ziraz-hoc’h, ken na greskot, ha na viot goestl da berc’henna ho douarou.

31. Ar vro a dleann da rei d’ehoc’h a dizo adaleg ar mor ruz bete mor ar Philistined, hag a-daleg ar gouelec’h beteg ar ster-vraz, livra a rinn etre ho taouarn tud ann douar-ze, hag ho zeurel a rinn er meaz divar hoc’h hent.

32. Ne reot ket a ghevredighez gant-ho, na gant ho Doueou.

33. Arabad eo e choumfent enn ho touar, gant aoun n’ho lakafent da bec’hi em enep-me, ma teufac’h da zervicha ho Doueou : Ar pez a ve ho koll hep mar ebed.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 2. Ne heuliot ket ar foul da ober ann drouk, hag enn eur varn, ne assantot ket da venoz al loden vrasa evit trei divar ar virionez. — Chetu aze eur ghentel talvoudek, ispicial evit ann amzer-ma, ma roer ann darn vrasa euz ar c’hargou dre vouez. Ma lavar d’ehoc’h ho koustianz ne ket mad hen-ha-hen evit ar garg, na roit ket ho mouez d’ezhan, daoust peghement a dud a ve enn tu gant-han. Ha na livirit ket : hanvet e vezo koulskoude, ha pa’z afenn me a enep d’ezhan. Grit ar pez a dleit da ober, ha list ann traou da vont. Ann dud vad o vankout evelse da herzel ouz ar re fall, a zo bet kiriek da galz a zrouk. Er bloaz 1848, paneved ma savaz ar veleîen da rei mouez ho-unan, ha da rei kaloun d’ann dud vad, den na oar petra vije c’hoarvezet ; goasoc’h marteze eghet er revolution vraz. Beb veach[sic] ma en em glevo ann dud honest da ober penn ouc’h ar re fall, ar gounit a vezo d’ezho abred pe zivezad.

℣ 11. D’ar seizvet bloaz, ne labourot ket ho touar, mes he lezel a reot da ehana. — Pep tra a renk diskuiza, hervez doare ; ar seizved bloaz a oa diskuiz ann douar, evel ma oa ar seizved devez diskuiz ann dud hag ann anevaled. Mes Doue en devoa resoniou all o rei d’he bobl ar gourc’hemennou-ze ; fallout a rea d’ezhan amproui ho zentidighez hag ho fisianz enn he brovidanz. Digas a rea ivez sonj d’ezho penaoz ann douar a roje d’ezho a oa he dra ; hag e tlient hen labourat diouc’h ma pliche gant-han, ha nan diouc’h ar c’hoant ho divije da greski ho madou. Hor bro-ni a zo da Zoue kenkouls ha Bro Kanaan ; Difenn a ra ivez ouz-omp labourat da zul, ha re alies e tizentomp out-han. Ar baourentez, eme-ni, a ra d’eomp ober ann dra-ze. Ma ve guir ar gaoz-ze, Doue n’en divije ket difennet al labourou-ze. Nann, ne fell ket d’eomp lakaat hor fisianz en he vadelez, muioc’h e kountomp var hon divreac’h, ha chetu perag e kouezimp eunn devez bennag dindan hor beac’h. Doue a lamaz ho bro digant ann Israelited dre’n abek ne heulient mui he lezen. Ar memes tra a hell ober d’eomp, mar n’omp ket furoc’h, ha ma na fell ket d’eomp mirout ar zuliou.





PENNAD XXIV.


Moïzes a ghennig al lezennou d’ar bobl, hag ar bobl ho c’hemer. — Kevredighez etre Doue hag he bobl siellet gant goad ar zakrifis. — Moïzes var ar menez gant Doue epad 40 devez.


1. Doue a lavaraz ivez da Voïzes : Pignit da gavout ann Aotrou c’hui hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dek den koz ha tri ughent euz a vugale Israël, hag ec’h adorot euz a-bell.

2. Ha Moïzes hep ken a bigno beteg ann Aotrou, hag ar re-hont na dostaint ket, ar bobl ken nebeut na bigno ket gant-han.

3. Moïzes a zeuaz eta hag aa zanevellaz d’ar bobl holl gomzou ann Aotrou hag he lezennou-reiz ; hag ar bobl holl a respontaz enn eur vouez : Ober a raimp ann holl draou en deuz lavaret ann Aotrou.

4. Ha Moïzes a skrivaz holl gomzou ann Aotrou, hag o sevel mintin mad, e tressaz eunn aoter e harz troad ar menez, ha daouzek mean-dest hervez ann daouzek meuriad euz ar bobl a Israël.

5. Hag e kasaz tud iaouank euz a vugale Israël ; hag e rejont sakrifisou e pere e vez devet holl ann aneval, ha sakrifisou a beoc’h d’ann Aotrou, o laza lueou enn he enor.

6. Ha Moïzes a ghemrraz ann hanter euz ar goad, hag hen lekeaz ebarz hanaffiou, hag ar pez a choumaz, e skuillaz anezhan var ann Aoter.

7. Hag ho kemer levr ar ghevredighez, e lennaz anezhan dirag ar bobl, pehini o veza he glevet a lavaraz : Ober a raimp ann holl draou en deuz lavaret ann Aotrou, ha senti a raimp out-han.

8. Neuze Moïzes a ghemeraz ar goad hag hen taolaz gant eur sparf var or bobl, hag a lavaraz : He-ma, eo goad ar ghevredighez en deuz great ann Aotrou gan-ehoc’h var ann holl draou-ma hoc’h euz guelet ha klevet.

9. Ha Moïzes hag Aaron, Nadab hag Abiu, hag ann dek ozac’h ha tri-ughent euz ar bobl a Israël, a bignaz ;

10. Hag e veljont Doue lsraël ; ha dindan he dreid e oa evel eur pez labour great gant mein Saphir, hag henvel ouz ann env pa vez kaer ann amzer.

11. Hag onn Aotrou na skoaz ket ar re euz a vugale Israël pere ho doa en em zalc’het a bell, hag e veljont Doue, hag e tebrjont hag ec’h evjont evel kent.

12. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Pignit da ved-oun var ar menez, ha bezit eno ; hag e roinn d’ehoc’h taolennou mein, hag al lezen hag ar gourc’hemennou am euz skrivet, evit ma teskot ar bobl.

13. Moïzes ha Jozue he zervicher a zavaz, ha Moïzes o pignat var ar menez,

14. A lavaraz d’ar re goz : Gortozit aze ken na zistroimp d’ho kavout. Beza hoc’h euz Aaron hag Hur gan-ehoc’h ; mar sav eunn difficulté bennag, kasit ar gaoz diraz-ho.

15. Ha pa oa pignet Moïzes, eur goumoulen a c’holoaz ar menez,

16. Ha gloar ann Aotrou a choumaz pozet var menez Sinaï, oc’h he c’holoi gant eur goumoulen epad c’houec’h devez ; hoghen d’ar seizved devez Doue a c’halvaz Moïzes euz a greiz ar goumoulen.

17. Ar pez a velet euz a c’hloar ann Aotrou, a oa evel eunn tan ruz-glaou var lein ar menez, guelet gant holl vugale Israël.

18. Ha Moïzes o veza eat e kreiz ar goumoulen, a bignaz var ar menez ; hag e choumaz eno daou-ughent devez ha daou-ughent nozvez.


————


SKLERIDIGHEZ.


Goude ma en doa Doue roet he c’hourc’hemennou d’ar bobl divar menez Sinaï, ar bobl a lavaraz da Voïzes : hiviziken komzit d’eomp c’houi, ha nann ann Aotrou, gant aoun na varfemp. Ar merk-se a zoujanz a blijaz da Zoue ha Moïzes a dostaaz he-unan ouz ann devalded a oa var ar menez ha Doue a ziskleriaz d’ezhan al lezennou hon euz lennet enn tri fennad ama araog. Moïzes a ziskennaz neuze da lenn al lezennou-ze dirag ar bobl, ha da c’houlenn digant-han hag hen ho c’have mad ; hag hen a bromete d’ho mirout gant fidelite ? Ar bobl a respontaz : Ober a raimp kement en deuz lavaret ann Aotrou. Neuze Moïzes a reaz eur zakrifis da ziella ann accord pe ar ghevredighez a rea Doue gant he bobl. Ober a reaz diou loden euz a c’hoad al loened lazet enn enor da Zoue ; unan evit Doue, eben evit ar bobl. Loden Doue a oe skuillet var ann Aoter da ziskouez e skuilje Doue var ar bobl ar madou en doa prometet, ma vije ar bobl fidel d’he lezen. Loden ar bobl a oe taolet gant eur sparf var ann holl Israelited da ziskouez en em garghent da virout al lezen. Chetu aze ann accord pe ar ghevredighez a c’halver ann testamant koz.

Goude kement-se, Doue a reaz da Voïzes pignat c’hoaz var ar menez, ha digas gant-han Aaron, Nadab hag Abiu, ha dek den koz ha triughent, evit ma en em ziskouezje d’ezho, ha ma heljent lavaret d’ar bobl ho doa guelet ann Doue gant pehini ho doa great kevredighez ; mes na heljont ket lavaret petra a oa, na heljont portrezi nemet ar pez a oa dindan he dreid.

Neuze evel ma en doa Doue traou kaeroc’h hag huelloc’h da ziskouez da Voïzes, e lavaraz d’ezhan pignat he-unan bete lein ar menez, hag he tiskleriaz d’ezhan lidou he religion ; Al lidou-ze pere a skeudenne ar pez a dlie c’hoarvezout e religion Jezuz-Krist.

Moïzes o pignat evelse huelloc’h-huel var ar menez, a verk ann eneou santel, pere a gherz a vad e hent ar zilvidighez ; sevel a reont a zerez da zerez, a vertuz da vertuz, ken a erruont ebarz ann Env dirag ar c’hloar a zoue, videbitur Deus Deorum in Sion.


————





PENNAD XXV.


Ar profou da ober. — Ann Tabernakl hag ann traou sakr all da lakaat enn-han.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :

2. Livirit da vugale Israël e tleont lakaat a gostez evid-oun ar preveudiou ; hag ho dighemer a reot digant kement den ho c’hennigo e prof a galon vad.

3. Chetu ama ann traou a dleit da ghemerout : Ann aour, ann arc’hant, hag ann arem,

4. Ar pers-glaz, hag ar mouk, hag ar skarlek diou-veach livet, ar lin fin, hag ar bleo gheor,

5. Hag ar c’hrec’hin meot livet e ruz, ha krec’hin all limestret, ha koat setim.

6. Eol da ellumi ar c’hleuzeuriou, arom kre da ober oungamanchou, ha pep seurt louzeier c’houes-vad.

7. Mein onyx, ha mein pricius da aorni pe da c’hoarnisa ann Ephod hag ar Rational.

8. Ober a raint ivez d’in eur santual, hag e vezin o choum enn ho c’hreiz.

9. Hen ober a raint diouc’h henveledighez ann tabernakl a ziskouezinn d’ehoc’h gant ann holl listri sakr a zervicho enn-han. Hen ober a reot evel-henn :

10. Grit eunn arc’h gant koat setim, hag e devezo daou ilinad hanter a hed, eunn ilinad hanter a ledander, ha daou ilinad hanter ivez a huelded.

11. Hag he goarnisot gant aour pur meurbed enn diabarz hag enn diaveaz, ha var he gorre e reot eur gurunen enn aour pehini a raï ann dro d’ezhi.

12. Ober a reot ivez pedeir lagaden aour, hag ho staga a reot e pevar c’horn ann arc’h, diou lagaden enn eunn tu, ha diou enn tu all.

13. Ober a reot ivez diou vaz-dougherez gant koat setim, hag ho goloot gant aour.

14. Ho zremen a reot dre al lagadennou a zo e daou gostez ann arc’h, d’he doughen dreiz-ho.

15, Choum a raint bepred ebarz al lagadennou, ha ne vezint gueach ebed tennet er meaz anezho.

16. Hag e lekeot ebarz ann arc’h ann desteniez a dleann da rei d’ehoc’h : (Da lavarout eo, taolennou al lezen).

17. Ober a reot ivez ar propitiator gant aour euz ann hini pura hag en devezo daou ilinad hanter a hed, hag eunn ilinad hanter a ledander.

18. Daou cherubin a reot ivez gant aour kannet, da lakaat enn daou du d’ar propitiator[13].

19. Eur cherubin enn eunn tu hag eghile enn tu all.

20. Daou gostez ar propitiator a c’holoint gant ho diouaskell digor, hag e c’holoint ann oracl, ha troet ann eil ouc’h eghile e sellint ouz ar propitiator a dle golei ann arc’h.


21. E pehini e lekeot ann desteni a roinn d’ehac’h ; (Da lavaret eo, diou daolen al lezen).

22. Ac’hano e roinn va urzou ; divar ar propitiator hag euz a greiz etre ann daou cherubin pere a vezo var arc’h ann desteni, e livirinn d’ehoc’h ann holl draou am bezo da c’hourc’hemenn dreiz-hoc’h da vugale Israël.

23. Ober a reot ivez eunn daol gant koat setim, hag e devezo daou ilinad hed, eunn ilinad ledander, hag eunn ilinad hanter a huelded.

24. Hag he guiskot gant aour euz ann hini pura, hag e reot var-n-ezhi eur rizen aour tro-var-dro.

25. Ha var a rizen-ze eur gurunen dantelezet a dri meudad huelded, ha var-n-ezhi eur gurunen all bihanoc’h enn aour.

26. Ober a reot ivez pedeir lagaden aour, hag ho stagot e pevar c’horn ann daol, unan dre bep troad.

27. Al lagadennou a vezo izelloc’h eghet ar gurunen, evit ma vezo gallet tremen bisier dougherezed dreiz-ho, da zoughen ann daol.

28. Ar bisier-ze da zoughen ann daol a reot ivez gant koat setim, hag ho guiskot gant aour.

29. Ober a reot ivez plajou doun, hanafou, ezansouerou, ha kaliriou gant pere e vezo kennighet likoriou ar zakrifis, holl en aour euz ann hini pura.

30. Hag e lekeot var ann daol ar baraou a dle choum bepred diraz-oun.

31. Ober a reot c’hoaz eur c’hantoler en aour kannet ha pur meurbed, gant he c’hâr, he vrankou, he graouennou, he voulou, hag al lili en em zistago diout-han.

32. C’houec’h brank a zavo diouc’h he c’hâr, tri euz a eunn tu, ha tri euz ann tu all.

33. Var bep brank e vezo tri zas e doare kraouennou, eur voul hag eul lilien ; var eur brank all tri zas ivez e doare kraouennou gant eur voul hag eul lilien ; en doare-ze e vezo great ar c’houec’h brank a dle sevel diouc’h gâr ar c’hantoler.

34. Mes gâr ar c’hantoler he-unan a zougo pevar zas, ha pep tas en devezo he voul hag he lilien.

35. A-hed gâr ar c’hantoler e vezo teir boul ann eil hueloc’h eghet eben, ha diouc’h pep boul e zavo daou vrank, pere a rai c’houec’h brank o sevel diouc’h eur memes gâr.

36. Ar boulou eta hag ar brankou a vezo eur memes pez gant ar c’hantoler hag holl en aour kannet ha pur meurbed.

37. Ober a reot ivez seiz kleuzeur, hag ho lekeot a-uz d’ar c’hantoler da c’houlaoui ann eil dirak eghile.

38. Great e vezo ivez mouchettezou ha listri e pere e vezo moughet ar mouchennou, holl en aour pur meurbed,

39. Ar c’hantoler, gant al listri, a vezo enn he zervich, a bouezo eunn talant aour euz an hini pura.

40. Sellit, ha grit diouc’h ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez.


————


SKLERIDIGHEZ.


℣ 40. Sellit, ha grit diouc’h ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez. — Kredi a reer penaoz Doue a ziskouezaz da Voïzes nann hepken ann aoz pe ar furm ho divije ann traou sakr a c’hourc’hemenne da ober, mes ivez ann traou santeloc’h c’hoaz a skeudennent hag a dlie servichout e relijion Jezuz-Krist, re hir e ve diskouez ar virionez-se pez ha pez ; gant eur brederen verr bennag e renkimp tremen. Taolit evez penaoz Doue a c’houlenn digant he bobl evit servich ann tabernakl ar pez ho deuz a brizussa, aour, arc’hant, arem, seiz livet, ha krec’hin kempennet kaer. Diouallit eta pa reot prof, da gas da Zoue ar pez hoc’h euz a falla, evel ma rea Kaïn. Hag ho c’hemerot, eme Zoue da Voïzes, digant kement den ho c’hennigo a volontez vad. Ar paour a hell eta rei prof evel ar pinvidik ; nemet ma roï a greiz he galonn, Doue na c’houlen netra ken.

℣ 10. Eunn arc’h a reot gant koat setim. — Hounnez eo arc’h ar ghevredighez, pe ann arc’h a Allianz, ker brudet er Skritur Sakr. Eur c’hoffr a oa, var dro tri zroatad hed d’ezhan, ha daou droatad ledander, ha kement all a huelded. Ebarz ar c’hoffr-se e oe lekeat dre urz Doue, diou daolen al lezen, eur muzul mann, ha goalen vurzudus Aaron. Ann traou-ze ho a skeudenne anat hon Tabernaklou Santel, e pere e choum noz-deiz Jezuz-Krist, hol lezennour, magadurez hon eneou, hag hor mesaer var hent ar zilvidighez.

℣ 31. Ober a reot c’hoaz eur c’hantoler en aour kannet ha pur meurbed. — Ar c’hantoler-ze gant he seiz brank, hag he gleuzeuriou var elum, a verke ar Spered Santel gant he seiz donezoun. Ann traou-ze holl a oa great gant aour pur, evit diskouez d’eomp peghen neat ha pegher Santel e renker beza evit tostaat ouz Doue.





PENNAD XXVI.


Diviz ann Tabernakl, gant ann traou a zell out-han.


1. Hoghen ann tabernakl, a reot evel-henn ; ober a reot dek gouel gant lin fin diveach troet, gant perz-glaz, pourpr, ha skarlek diveach livet, ha nadozet a dakennou brao henvel ouz plun laboused.

2. Pep gouel e devezo eiz ilinad var-n-ughent a hed, ha pevar ilinad a ledander. Ar goueliou ho devezo holl ar memes ment.

3. Pemp euz ar goueliou a vezo staghet ann eil ouz eben, hag ar pemp all en em zalc’ho ivez ann eil ouz eben, staghet er memes fesoun.

4. Lakaat a reot kerdinigou perz-glaz enn daou du d’ar goueliou, hag er penn d’al laez anezho, evit gallout ho staga ann eil ouz eben.

5. Pep gouel e devezo hanter-kant kordennik e pep tu, ha renket enn hevelep fesoun ma en em gavo ar c’herdin kenver ha kenver, ha ma vezo eaz staga ar goueliou ann eil ouz eben.

6. Ober a reot ivez hanter-kant lagaden aour dre bere e vezo staghet ar goueliou ann eil ouz eben, evit ma savint etrezho eunn tabernakl, pe eunn telt.

7. Ober a reot ivez unnek pallen bleo gheor, da c’hôloï ann tabernakl divar c’horre.

8. Pep pallen e devezo tregont ilinad hed, ha pevar ilinad lec’hed ; ar pallennou ho devezo holl ar memes ment.

9. Pemp anezho a stagot ann eil ouz eben, hag ar c’houec’h all a stagot er memes tra ann eil ouz eben, enn hevelep fesoun ma tisplegot ar c’houec’hved pallen var dal araog ann tabernakl.

10. Lakaat a reot ivez hanter-kant kordennik ouc’h bordou eur ballen evit ma vezo gallet he staga ouc’h ar ballen all ; hag hanter-kant kordennik euz ar ballen all evit ma vezo staghet ouz eben.

11. Ober a reot ive hanter-kant lagaden arem dre bere e vezo tremenet ar c’herdinigou, evit na raï ann holl balennou nemet eunn doen etrez-ho.

12. Ar pez a vezo a re euz ar pallennou, great da c’holei ar stign kenta, da lavaret eo, eur ballen pehini a zo muioc’h, gant ann hanter anezhi e c’holoot ann tal-adre euz ann tabernakl,

13. Hag evel ma vezo hirroc’h ar pallennou eghet ann doen ghenta, eunn ilinad en eunn tu hag eunn ilinad enn tu all, ar pez a vezo a re e hed ar pallennou a zervicho da c’holoi daou gostez ann tabernakl.

14. Ober a reot eur golo all da lakaat dreist ar pallennou gant krec’hin denved livet e ruz, ha var ar golo-ze c’hoaz eur golo all, great gant krec’hin livet e glaz.

15. Ober a reot gant koat setim plench-speuren ann tabernakl da choum enn ho zav.

16. Pep planken en devezo dek ilinad hed, hag eunn illinad hanter a ledander.

17. E kosteziou ar plench-ze e vezot great garan ha filen, dre bere e vezo frammet ann eil planken en eghile ; hag er c’hiz-se e vezo labouret ar plench holl.

18. Ughent anezho a vezo e tu ar c’hresteiz a beleac’h e teu ann avel domm.

19. Daou-ughent mass arc’hant a deuzot evit-ho evit ma tougo pep planken var zaou ziazez, unan dindan pep koign.

20. Enn tu all euz ann tabernakl, pehini a sko var ann hanter-noz, e vezo ivez ughent planken.

21. Hag a zougo ivez var zaou-ughent mass arc’hant, daou ziavez evit pep planken.

22. C’houec’h planken a reot evit tal ann tabernakl, tu ar c’huz-heol.

23. Ha daou blanken all c’hoaz da veza lekeat enn ho zav e koignou diadre ann tabernakl.

24. Ar plench-se a vezo frammet ann eil enn eghile adaleg ann traon beteg ann neac’h, hag en em zalc’hint enn eur pez. Ann daou blanken a zo da lakaat er c’hoignou en em zalc’ho dre ar memes frammadur.

25. Ne vezo nemet eiz planken, hag ho diazeziou arc’hant a vezo c’houezek anezho, daou ziazez dindan pep planken.

26. Ober a reot ivez pemp treuz koat setim, da zerc’hel stard etrezho plankennou ann tabernakl enn eunn tu.

21. Ha pemp all evit ann tu all, ha kement all evit ann tal a sko var ar c’huz heol.

28. Lekeat e vezint a dreuz var ar speuren adal eur penn beteg ar penn all.

29. Alaouri a reot ar plench, hag e plantot enn-ho lagadennou aour, dre bere e tremeno ann treuzeliou a dle delc’her stard ar plankennou, hag ann treuzeliou-ze a c’holoot gant lavnennou aour.

30. Hag e savot ann tabernakl hervez ar skouer a zo bet diskouezet d’ehoc’h var ar menez.

31. Ober a reot ivez eur vouel gant perz-glaz, moug, ha skarlek diveach livet, ha lin fin diveach troet, hag e lekeot varnezhi broderez a bep seurt, marellet kaer.

32. Hag e stagot ar vouel-ze ouc’h pevar fost koat setim, pere a vezo alaouret, hag ho rizennou a vezo enn aour hag ho diazezou enn arc’hant.

33. Hoghen ar vouel-ze a vezo staghet gant lagadennou ; hag e lekeot enn diabarz anezhi arc’h ann desteni, hag e tispartio al leac’h meurbed Santel diouc’h ar Santual.

34. Ar propitiator a lekeot ivez var arc’h ann desteni ebarz al leac’h Santel meurbed.

35. Hag ann daol a lekeot e diaveaz ar vouel, ha rag-enep d’ann daol, ar c’hantoler e tu ar c’hresteiz euz ann tabernakl, rag ann daol a vezo e tu ann hanternoz.

36. Ober a reot c’hoaz eur vouel, da lakaat var doull dor ann tabernakl, gant perz-glaz, moug, ha skarlek diveach livet, ha gant lin fin troet, ha var-n-ezhi takennou evel plun laboused.

37. Alaouri a reot pemp post koat setim ouc’h pere e vezo staghet ar vouel ; ho rizennou a vezo enn aour hag ho diazezou enn arem.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ann tabernakl-ze, euz a behini e roaz Doue he-unan ann tres hag ann diviz da Voïzes, a dlie beza iliz ar bobl a Israël epad he veach, ha pell zoken goude ma vije digouezet enn douar prometet, pa’z eo guir ar c’henta templ bras a oe great d’ar guir Doue a oe hini Salomon.

Evit ma vije essoc’h he zizober, hag he blega pa renkje ar bobl mont enn hent, e oe ret he ober gant eleiz a besiou ; mes kement-se holl a skeudenne traou all ha ne oant neuze nemet e spered Doue.

Ann tabernakl-se a oa anat skeuden Iliz Doue enn amzer da zont, Iliz Jezuz-Krist savet euz a holl boblou ann douar, dishenvel etrez-ho, mes frammet hag unanet stard dre ar memes feiz, ar memes karantez hag ar memes esperanz.

Ar goueliou kaer-ze great gant lin fin, ha livet gant ar pez a ioa a brisiusa ebarz enn amzer-ze, a verke ghened Iliz Jezuz-Krist hag ar vertuziou kaer a vije pratiket enn-hi. Al liou dishenvel, ar labourou brao nadozet var-n-ezho, evel laboused gant ho flun marellet, a verke donezonou dishenvel ar Spered Santel, hag ar vertuziou skeduz a ziskouezje ar gristenien vad e pep amzer gant ar zikour euz he c’hras.

Ar c’holoen ghenta, pehini a oa evel lambrusk ann tabernakl a oa perz-glaz, liou bolz ann env, rak pa bedomp e sav bepred hor spered hag hor c’haloun var zu ann env.

Ann eil goloen a oa great gant bleo kanval, doare mezer gros evel burell, hag a verke ar binijen, eme zant Gregor.

Ann deirved goloen, great gant krec’hin denved livet e ruz a verke Jezuz-Krist, oan divlam, ha rusiet gant he c’hoad, hag ivez ar verzerien, ruz gant ho goad, ha muioc’h c’hoaz gant tan ar garantez.

Ar bederved goloen, great gant krec’hin livet e glaz, a verke c’hoaz bolz ann Env, ann termen euz hol labourou, hag hon esperanz diveza.

Ar gristenien, o veza e guirionez templou Doue, a dle en em gonsideri evel beachourien var ann douar, huanadi etrezeg ho guir vro, ha kerzet var-zu enn-hi dre ar binijen, dre verzerenti ar galoun, dre ar garantez hag an esperanz.





PENNAD XXVII.


Diviz ar zakrifis-losk ; kloz ann tabernakl ; ann elumach.


1. Ober a reot ivez ann aoter gant koat setim, hag e devezo pemp ilinad hed, kement all e ledander, da lavaret eo, e vezo karre, hag e devezo tri ilinad huelded.

2. Enn he fevar c’hoign e savo pevar c’horn, hag he golei a reot enn arem.

3. Ober a reot evit he servich listri da zighemer al ludu, gultaniou gant ho ferrierigou, ha reghez, ann traou-ze holl a reot en arem.

4. Ober a reot ivez eur c’hrill arem e doare eur roued, hag enn he fevar c’hoign e vezo pedeir lagaden arem.

5. Hag ho lekeot dindan oaled ann aoter, hag ar c’hrill a ziskenno bete kreiz ann aoter.

6. Ober a reot ivez bisier-doug ann aoter gant koat setim, hag ho goloot gant lavnennou arem.

7. Ho zremen a reot dre al lagadennou, hag e vezint e daou du ann aoter, evit he doughen.

8. Ann aoter-ze, n’he greot ket leun, mes goullo ha kleuz enn diabarz, evel ma’z eo bet diskouezet d’ehoc’h. var ar menez.

9. Ober a reot ivez kloz ann tabernakl ; e tu ar c’hresteiz anezhan e vezo stighou lin fin troet, ha pep kostez en devezo kant ilinad hed.

10. Hag ughent post gant ho c’hement a ziazeziou en arem, mes ho rizennou hag al labourou kizellet a vezo enn arc’hant.

11. Er memes tra, e tu ann hanter-noz e vezo stignou a hed kant ilinad, ughent post gant kement a ziazeziou en arem, ho rizennou hag al labourou kizellet, enn arc’hant.

12. E penn ar c’hloz e tu ar c’huz heol, e vezo stignou var hed hanter-kant ilinad, gant dek post hag ho c’hement a ziazeziou.

13. Ar penn all euz ar c’hloz, e tu ar zao-heol, en devezo ivez hanter-kant ilinad ledander.

14. Eno e vezo lekeat pemzek ilinad stign enn eunn tu, gant tri fost ha kement all a ziazeziou.

15. Hag enn tu all e vezo ivez stignou a hed pemzek ilinad gant tri fost ha kement all a ziazeziou.

16. Var doull dor ar c’hloz e vezo lekeat eur vouel a ughent ilinad, great gant perz-glaz, moug, skarlek diveach, livet, ha gant lin fin troet, ha var-n-ezhi labourou brodet ; pevar fost e devezo gant kement all a ziazeziou.

17. Holl bostou ar c’hloz tro-var-dro a vezo guisket gant lavnennou arc’hant, ho rizennou a vezo enn arc’hant hag ho diazeziou enn arem.

18. Ar c’hloz a zalc’ho kant ilinad enn he hed, hanter-kant enn he ledander, hag he huelded a vezo pemp ilinad ; he stignou a vezo great gant lin fin troet, hag he ziazeziou a vezo enn arem.

19. Holl listri ann tabernakl evit pep zervich ha pep lid, he bostou kouls ha re ar c’hloz, a reot enn arem.

20. Gourc’hemennit da vugale Israël digas d’ehoc’h eol euz ann hini pura, tennet euz frouez ar guez olivez flastret er pilouer, evit ma vezo ar C’hleuzeur bepred var elum.

21. E tabernalkl ann desteni e diaveaz ar vouel a zo displeghet dirag arc’h ann desteni. Aaron hag he vugale ho devezo ar garg da evesaat var ar c’hleuseur evit ma taolo sklerijen beteg ar mintin dirag ann Aotrou. Al lid-se a vezo peurbaduz hag a dremeno a rum da rum enn ho lignez e kreiz bugale Israël.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar c’hloz great tro-var-dro d’ann tabernakl a oa evel iliz ar bobl ; rak ar bobl ne’z ea morse e diabarz ann tabernakl. Ebarz er c’hloz-se, ha dirag aoter ar zakrifisou-losk, e pede ar bobl hag e kemere perz er zakrifis, o tibri eno dirag Doue lod euz ar pez a vije bet kennighet da Zoue var ann aoter.

Al leac’h santel-santella, e peleac’h edo ann arc’h, ar mann, ha taolennou al lezen, hag e pehini ne’z ea nemet ar belek braz, hag eur veach er bloaz hep ken, o toughen etre he zaouarn goad ann anevaled lazet ha rostet enn enor da Zoue, a oa hervez Sant Paol, skeuden ann Env, eleac’h ma eo eat eur vech hepken hor Zalver Jezuz-Krist, goude beza great he zakrifis ha skuillet he c’hoad evid-omp. Ar santual, da lavaret eo, ar penn kenta euz ann tabernakl epeleac’h edo ann daol aour, ar bara kennighet hag ar c’hantoler, a verke guir Iliz Doue var ann douar da lavaret eo, ann eneou santel ha parfed kement ha ma heller beza er vuez-ma. Hag ar c’hloz e pehini e velet aoter ar zakrifisou a helle skeudenni koumansamant ar vuez kristen, e pehini ne zear, eme ann Tadou, nemet dre ar binijen hag ann oberiou mad, merket, emez-ho, dre ar zakrifisou-losk.





PENNAD XXVIII.


Dillad-belek Aaron, ha re he vugale.


1. Kemerit ivez gan-ehoc’h euz a douez bugale Israël, Aaron ho preur gant he vugale, evit ma raint ho c’harg a velek diraz-oun, Aaron, Nadab hag Abiu, Eleazar hag Ithamar.

2. Hag ober a reot da Aaron ho preur eur viskamant zantel evit gloar ha dekor ar relijion.

3. Komz a reot d’ann holl dud fur a galon, da bere am euz roet gant larghentez ar Spered a ententamant, evit ma raint dillad Aaron, ha ma rai he garg a velek diraz-oun, santifret enn-ho.

4. Chetu ama ann dillad ho devezo da ober : Ar rational, ann ephod, ar zae hir, hag ar c’hrez strissoc’h, ar mintr hag ar gouriz. Ann dillad sakr-ze a raint da Aaron ho preur ha d’he vugale, evit ma raint ho c’harg a velek diraz-oun.

5. Kemer a raint evit-se aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet ha lin fin.

6. Ann ephod (pe guisk ann diouskoaz), a raint gant aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha lin fin troet, hag ann traou-ze nadozet a bep seurt livou.

7. Ann ephod en devezo daou zigor er penn da laez, unan e pep tu, evit, pa vezo guisket, na raio nemet eur pez.

8. Ar mezer anezhan hag al labourou a bep seurt liou a vezo var-n-ezhan, a vezo enn aour, e perz-glaz, e mouk, e skarlek diveach livet, hag e lin fin troet.

9. Kemer a reot ivez daou vean onix, hag e skrivot doun enn-ho hanoiou bugale Israël.

10. C’houec’h hano var unan, ha c’houec’h all var eghile, diouc’h renk ho ganedighez.

11. Engravi a reot enn-ho hanoiou bugale Israël ec’hiz ma ra ar skulter hag ar meiner, hag ho sternot tro-var-dro enn aour.

12. Hag ho lekeot var ann ephod, unan e pep tu, da zerc’hel koun euz a vugale Israël. Hag er c’hiz-se Aaron a zougo ho hanoiou var he ziskoaz dirag ann Aotrou evit derc’hel sonj anezho.

13. Ober a reot ivez bouklou enn aour,

14. Ha diou chaden enn aour pur meurbed ha stag ann eil ouz eben, hag e tremenot anezho ebarz er bouklou.

15. Ober a reot ivez rational ar varn gant labourou a bep seurt liou henvel ouz mezer ann ephod ; hen ober a reot gant aour, perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha lin fin troet.

16. Pevarc’hornek e vezo, ha daou visk enn-han ; bez' en devezo eur raouenn ken enn hed ken el ledander.

17. Hag e lekeot var-n-ezhan pedeir renkad mein pricius ; er renk kenta e vezo ar vein sardoan, topaz, hag emeraod ;

18. Enn eil renk, ar vein skarboukl, saphir ha jasp ;

19. Enn drede renk, ar vein ligur, akat hag amethis.

20. Er bederved renk, ar vein krizolit, onix, ha berill ; hag e vezint holl sternet enn aour dre renk.

21. Hag e toughint hanoiou bugale Israel ; daouzek hano a vezo engravet enn-ho ; pep mean a zougo hano eur meuriad hervez renk ann daouzek meuriad.

22. Ober a reot evit ar rational ; diou chaden enn aour pur meurbed ha stag ann eil ouz eben,

23. Ha diou lagaden aour pere a lekeot e daou gostez ar rational er penn d’al laez.

24. Tremen a reot ann diou chaden aour dre al lagadennou a zo e daou benn ar rational.

25. Ha penn ar chadennou-ze a dremenot dre ar bouklou a zo e daou du an ephod dirag ar rational.

26. Ober a reot ivez diou lagaden aour, pere a lekeot e traon ar rational var ar bordou a zo dirag ann ephod hag a zell ouz ann tu diabarz anezhan.

27. Ober a reot c’hoaz diou lagaden all enn aour da veza lekeat e traon ann ephod enn daou du rag-eün d’ar re a zo e traon ar rational, evit ma vezo gallet staga just ar rational ouc’h ann ephod, 28. Ha ma vezo stardet lagadennou ar rational ouz lagadennou ann ephod gant eur ruban perz-glaz, evit ma choumo ann ere stard ha kempen, ha na hello ket ar rational hag ann ephod beza dispartiet ann eil diouc’h eghile.

29. Hag Aaron a zougo hanoiou bugale Israël e rational ar varn var e galon, pa’z aï ebarz er santual, da zerc’hel koun dirag ann Aotrou da viken.

30. Hoghen lakaat a reot var rational ar varn ann daou c’her-ma : Kelen ha guironez, hag e vezint var galoun Aaron pa’z aï dirag ann Aotrou ; hag e tougo bepred barn bugale Israël var he galoun dirag ann Aotrou.

31. Ober a reot ivez sae-hir ann ephod holl e perz-glaz.

32. E kreiz ar penn d’al laez anezhi e vezo toul ar penn, ha tro var dro d’ann digor-ze eur bord gouremet evel ma kustumer hen ober e traon eur pez dillad, evit mirout na rogfe.

33. Er penn d’ann traon euz ar zae-ze, e kenver ann treid, e lekeot tro var dro evel avalou grenaad, great e perz-glaz, mouk, skarlek diveach livet, ha kleier bihan e kreiz etrez-ho.

34. Enn hevelep fesoun ma vezo eur c’hloc’hik aour hag eunn aval grenaad hag adarre eur c’hloc’hik aour all hag eunn aval grenaad.

35. Aaron a visko ar zae-ze, pa raï he garg a velek, evit ma vezo klevet son ar c’hleier, pa’z ai ebarz er santual dirag ann Aotrou, ha pa’z ai er meaz, evit na varvo ket.

35. Ober a reot ivez eul lavnen enn aour pur meurbed, ha var-n-ezhi ec’h engravot evel ma ra ar skulter : Santelez d’ann Aotrou.

37. Hag e stagot anezhi gant eur ruban perz-glaz var ar mintr,

38. Anat var dal ar belek braz. Hag Aaron a zougo ann holl bec’hejou ho devezo great bugale Israël er profou hag enn donezonnou ho devezo kennighet ha sakrifiet.

39. Ober a reot ivez ar c’hrez striz e lin fin, hag ar mintr ivez e lin fin, hag ar gouriz a vezo eul labour brao great gant ann nadoz.

40. Hoghen da vugale Aaron e reot saeiou fin, gourizou ha mintrou evit gloar ha dekor servich Doue.

41. Hag e viskot gant ann traou-ze holl Aaron hag he vugale var eunn dro gant-han. Sakri a reot ho daouarn d’ezho holl, hag ho santifia a reot, evit ma raint diraz-oun ho c’harg a veleien.

42. Ober a reot ivez kalsonnou lin da c’holei ar c’horf adaleg ann diougroazel beteg ann daoulin.

43. Hag Aaron hag he vagale ho guisko pa’z aint ebarz tabernakr ann desteni. pe pa dostaint ouz ann aoter da zervicha er santual, gant aonn na vent kabluz a bec’hed, ha na varfent. Al lezen-se a vezo lezen da vikenn evit Aaron hag evit he lignez enn he c’houde.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ar pennad-ma a zesk d’eomp peghement a stad a ra Doue euz lidou he religion, pa’z eo guir en deuz prijet merka he-unan pe seurt dillad a zougje ar velein hag holl dud ann tabernakl pa vijent oc’h ober deveriou ho c’harg. Hag ann dillad-se oa prizuz bras, goloet a aour hag a vein pricius ; rag ann Env hag ann douar a zo d’ann Aotrou Doue. Ann dillad-se, evel ann traou all euz al lezen goz, a skeudenne ar pez a dlie c’hoarvezout e relijion Jezuz-Krist, ha pep pez anezho a verke ar zantelez a dlie da gavout ar re ho doughe, hag ar vertuziou kaer a dlient da ziskouez enn ho buez.

Ann traou-ze na zellont ket hep ken ouz ar velien. Sant-Per, o komz ouz ar gristenien, a lavare. Beza ez oc’h ar vouen choazet, ar vileghiach roeal, ar bobl santel, evit kenniga da Zoue sakrifiçou a veuleudi pere a vezo dighemeret mad dre Jezuz-Krist. Pa’z omp eta a ghen huel qualite, diouallomp d’en em zizenori dre voal bec’hed ebed.





PENNAD XXIX.


Sakradur ar veleien. — Sakrifis ar mintin hag hini ar pardaez.


1. Chetu petra ho pezo da ober evit ho zakri beleien d’in-me, kemerit eul leue diouc’h ann tropel, ha daou vaout hep tach.

2. Bara dic’hoell, eur voastel ivez hep goell hag arroset gant eol, ha kuignouigou dic’hoell ivez ha goloet gant eol. Ann traou-ze holl e reot gant bleud guiniz flour.

3. Hag o veza ho lekeat enn eur baner, ho c’hennigot d’in ; al leue hag ann daou benn denved a zigasot e kichen ann aoter.

4. Lakaat a reot neuze Aaron hag he vugale e toull dor tabernakl ann desteni. Ha pa ho pezo goualc’het ann tad hag he vugale gant dour,

5. E viskot Aaron gant he zillad, da lavaret eo, gant ar c’hrez lin, ar zae, ann ephod hag ar rational pehini a stardot gant ruban ann ephod.

6. Hag e lekeot ar mintr var he benn, hag al lavnen zantel var ar mintr.

7. Hag e skuillot eol ar zakradur var he benn ; hag e vezo sakret dre al lid-se.

8. He vugale a lekeot ivez e toull dor ann tabernakl, hag ho guiskot gant saeiou lin, hag ar gouriz a lekeot endro d’ezho.

9. Kement-se a reo da Aaron ha d’he vugale, mintrou a lekeot var ho fenn ; hag e vezint va beleien d’am zervicha da viken. Goude ma ho pezo sakret ho daouarn,

10. E tigasot al leue dirag tabernakl ann desteni. Aaron hag he vugale a astenno ho daouarn var he benn.

11. Hag e lazot anezhan dirag ann Aotrou e kichen dor tabernakl ann desteni.

12. Hag o veza kemeret euz a c’hoad al leue, e lekeot euz anezhan var goignou ann aoter gant ho piz, hag ar peurrest euz ar goad a skuillot ec’harz troad ann aoter.

13. Kemer a reot ivez ann holl soa a zo var ar bou­zellou, ha lienen-ghik ann avu, ann daou lunac’h hag ar zoa a zo var-n-ho, hag ho c’hennigot oc’h ho devi var ann aoter.

14. Mes kik al leue, ar c’hroc’hen hag ar beuzel, ho rosta a reot er meaz euz ar c’hamp, dre ma’ z-eo eunn hostif evit ar pec’hed.

15. Kemer a reot ivez unan euz ann denved, hag Aaron hag he vugale a bozo ho daouarn var he benn.

16. Ha pa ho pezo he lazet, e kemerot euz he c’hoad, hag her skuillot tro-var-dro ann aoter.

17. Ar maout a zraillot neuze a dammou, hag o veza goualc’het ar bouzellou hag ann treid, e lekeot anezho var ar c’hik draillet ha var ar penn.

18. Hag e kennigot ar maout oc’h he zevi enn he bez var ann aoter ; rak sakrifis ann Aotrou eo, hag ar zakrifis a c’houes vad evit ann Aotrou.

19. Kemer a reot ivez ar penn-denved all, hag Aaron hag he vugale a bozo ho daouarn var he benn.

20. Ha pa ho pezo lazet anezhan, e kemerot euz he c’hoad hag hen lekeot var vek skouarn zeou Aaron hag he vugale, ha var veudou ho dourn hag ho zroad deou, hag e skuillot ar rest euz ar goad var ann aoter tro-var-dro.

21. Kemer a reot ivez euz ar goad a zo var ann aoter, hag euz eol a zakradur, hag e taolot anezho gant eur sparf var Aaron hag he zillad, var he vugale hag ho dillad. Hag o veza ho sakret hi hag ho dillad,

22. E kemerot soa ar penn-denved, al lost, ar zoa a zo var ar bouzellou, lienen-ghik ann avu, ann daou lunac’h hag al lard a zo var-n-ezho, hag ar skoaz zeou, dre’n abek ma’z eo maout ar zakradur.

23. Kemer a reot ivez eunn tamm euz a eur bara, eur voastel goloet gant eol, eur guign euz a baner ar baraou dic’hoell a zo bet lekeat dirag ann Aotrou.

24. Hag e lekeot ann traou-ze holl var zaouarn Aaron hag he vugale, hag e santifiot anezho, o sevel ar profou-ze dirag ann Aotrou.

25. Ho c’hemer a reot adarre holl euz a dre ho daouarn, hag ho dêvot var ann aoter e sakrifis-losk, da deureul c’houes vad meurbed dirag ann Aotrou, rak he zakrifiz eo.

26. Kemer a reot ivez peultrin ar maout gant pehini eo bet sakret Aaron, hag e santifiot anezhan oc’h he zevel dirag ann Aotrou, hag e vezo miret evit beza ho lod euz ar zakrifiz.

27. Santifia a reot ivez ar peultrin a zo bel sakret hag ar skoaz hoc’h euz tennel euz ar maout,

28. Gant pehini eo bet sakret Aaron hag he vugale, hag e vezint lod Aaron hag he vugale dre eur guir hag a bado da vikenn e touez bugale Israël, dre ma'zint ar preveudiou hag ar re ghenta euz ar zakrifisou a beoc’h a ghennigont d’ann Aotrou.

29. Bugale Aaron, goude ar maro anezhan, ho devezo ann dillad santel ho deuz zervichet d’ezhan, evit ma vezint eoliet, guisket gant-ho, ha ma vezo sakret ho daouarn d’ann Aotrou.

30. Ann hini euz he vugale a vezo bet lekeat da velek braz enn he leac’h, hag a dle mont e tabernakl ann desteni da ober he garg ebarz er santual, a zougo ar viskamant-se epad seiz devez.

31. Hoghen kemer a reot penn-denved ar zakradur, ha poaza a reot he ghik ebarz al leac’h santel.

32. Hag Aaron hag he vugale a zebro euz ar c’hik-se, dibri a raint ivez ar bara a zo choumet er baner e toull dor ann tabernakl.

33. Evit ma lakaï ar zakrifiz-se ann Aotrou Doue da veza aotreüz enn ho c’henver, ha ma vezo santifiet daouarn ar re her c’hennigo. Ann diaveziad na zebro ket euz ann traou-ze, dre’n abek ma’zint santel.

34. Hoghen mar choum eunn dra bennag euz ar c’hik a zo bet sakret, pe euz ar bara, beteg ar mintin, e tevot ar restou-ze enn tan ; ha ne vezint ket debret, dre ma’z int bet santifiet.

35. Ober a reot var Aaron hag he vugale ann holl draou am euz gourc’hemennet d’ehoc’h. Epad seiz devez e sakrot ho daouarn.

36. Eul leue bemdez a ghennigot da gaout trugarez euz ar pec’hed. Ha pa ho pezo lazet e zakrifis ann hostif da gaout trugarez euz ar pec’hed, e neteot ann aoter hag e skuillot eol var-n-ezhi evit he santifia.

37. Epad seiz devez e purifiot ann aoter hag he santifiot, hag e vezo Santel-Santel. Kement hini a doucho out-hi, a vezo santifiet.

38. Chetu ama petra a reot var ann aoter : Daou oan bloaz a zakrifiot bemdez hep mankout deiz ebed.

39. Eunn oan diouc’h ar mintin, hag eghile d’ar pardaez.

40.Gant ann oan kenta e kennigot flour guiniz eunn dekved euz ar muzul hanvet ephi, hag ar bleud distrempet gant eol olivez pilet, euz a behini, e vezo eur c’hart muzul hanvet hin ; kenniga a reot ivez guin da skuilla var ar zakrifis, eur c’hart hin ivez muzulet var al leac’h.

41. Ann oan all a ghennigot d’ar pardaez evel eur zakrifis a c’houez vad gant ar memes lid hag hini ar mintin, hervez ann traou hon euz lavaret.

42. Sakrifiz ann Aotrou eo, da veza kennighet hep ehan a rum da rum keid ha ma pado ar ouenn ac’hanoc’h, ec’harz dor tabernakl ann desteni dirag ann Aotrou, e peleac’h en em zalc’hinn evit komz ouz-hoc’h.

43. Hag eno e roinn va urzou evit bugale Israël, hag ann aoter a vezo santifiet dre va gloar.

44. Santifia a rainn ivez tabernakl ann desteni gant ann aoter, hag Aaron gant he vugale, evit ma raint ho c’harg a veleien diraz-oun.

45. Hag e chouminn e kreiz bugale Israël, hag e vezinn ho Doue.

46. Hag e ouezint ez ounn ann Aotrou ho Doue, em euz ho zennet euz a zouar ann Ejipt, evit ma choumjen enn ho zouez, me ann Aotrou ho Doue.


————


SKLERIDIGHEZ.


Doue a zesk d’eomp ebarz er pennad-ma peghen huel eo stad he veleien, pa’ze guir eo bet falvezet d’ezhan choaz he-unan he velek kenta, ha gourc’hemenni da Voïzes he zakri dirag ar bobl, gant lidou braz, evit ma ho divije ann holl doujanz evit-han. Pep-hini euz al lidou-ze a oa eur ghentel hag a verke d’ar belek ar zantelez a renkje da gaout, ann deveriou en divije da ober, hag ar vertuziou a dlie da bratika. Euz ann holl lidou-ze, taolit evez var unan, me lavar, var ar zakrifiz en divije da ober bemdez da vintin ha d’ann abardaez ; ha deskit ac’hano beza ivez aketuz da ober ho pedennou diouz ar mintin ha diouz noz.





PENNAD XXX.


Aoter vihan ar c’houesiou mad. Ar guir da zevel var ar bobl evit dispignou ann tabernakl. Ar vassin arem. Ounganchou da zakri al listri, hag ann traou all e servich ann tabernakl.


1. Ober a reot ivez gant koat setim eunn aoter da zevi c’houesiou-mad.

2. Beza e devezo eunn ilinad hed, hag eunn ilinad ledander, da lavaret eo, e vezo karre, hag e devezo daou ilinad huelded ; euz ar pevar c’hoign anezhi e savo evel pevar c’horn.

3. Hag he golei a reot gant aour pur meurbed, ann oaled anezhi, kerkoulz hag ar bordou tro-var-dro. Hag ar c’hornou. Ober a reot ivez d’ezhi tro-var-dro eur gurunen alaouret.

4. Ha diou lagaden aour dindan ar gurunen enn daou gostez evit ma vezo tremenet dreiz-ho bisier-doug, ha ma vezo doughet ann aoter gant-ho.

5. Ar bisier-se a reot ivez gant koat setim, hag ho golei a reot gant aour.

6. Hag e lekeot ann aoter rag eneb d’ar vouel a zo stignet dirag arc’h ann desteni, eeun-hag-eeun d’ar propitiator pehini a c’holo arc’h ann desteni, e peleac’h e komzinn ouz-hoc’h.

7. Hag Aaron a zevo var-n-ezhi ezanz hag a daolo c’houez-vad, he zevi a rai da vintin, pa ghempenno ar c’hleuzeuriou ;

8. Ha pa ho lakaio enn ho flas var elum d’ann abardaez, e tevo c’hoaz c’houesiou mad d’ann Aotrou, ar pez a vezo great a rum da rum ac’hanoc’h da viken.

9. Na ghennigot ket var ann aoter-ze c’houesiou mad aozet enn eur c’hiz all, na sakrifiz bara, na sakrifiz loen, ha na skuillot likor ebed var-n-ezhi.

10. Hag Aaron a bedo eur veach bep bloaz var gornou ann aoter-ze, gant goad ann hostif a vezo bet kennighet evit ar pec’hed, hag evelse e vezo calmet coler ann Aotrou-Doue euz ann eil rum dud d’eghile. Hennez a vezo eul lid sakr ha santel d’ann Aotrou.

11. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

12. Pa po pezo great ar gount euz a vugale Israël hervez ann niver anezho, e roint holl guitibunan ar priz euz ho eneou d’ann Aotrou, ha na gouezo kastiz ebed var-n-ezho, evit-ho da veza bet kountet.

13. Kement hini a vezo bet kemeret he hano, a roïo eunn hanter sikl hervez muzul ann templ. Ar sikl a dall ughent obol. Eunn hanter sikl a vezo roet e prof d’ann Aotrou.

14. Ann hini a vezo bet kountet, a daleg ughent vloaz hag oc’h penn, a roio ar priz.

15. Ar pinvidik na roio ket muioc’h eghet eunn hanter sikl, hag ar paour na roio ket nebeutoc’h.

16. Ha pa ho pezo touchet ann arc’hant-se dastumet e touez bugale Israël, ec’h implijot anezhan endro da dabernakl ann desteni, evit ma vezo eno dirag ann Aotrou, da zigas sonj anezho, ha da denna trugarez var ho eneou.

17. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

18. Ober a reot ivez eur vassin arem gant he diazez evit en em c’houelc’hi. Hag he lakaat a reot etre tabernakl ann desteni hag ann aoter. Ha pa vezo taolet dour ebarz,

19. Aaron hag he vugale a vouelc’ho ho daouarn hag ho zreid enn-hi,

20. Pa ho devezo da vont ebarz tabernakl ann desteni, ha pa ho devezo da dostaat ouz ann aoter da ghenniga var-n-ezhi c’houesiou-mad d’ann Aotrou,

21. Gant aoun na varfent. Hou-nez a vezo eul lezen da vikenn evit Aaron hag evit ar re euz he lignez a rai he garg var he lerc’h.

22. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz da Voïzes,

23. O lavarout : Kemerit louzeier c’houes-vad, mirrh diouc’h ann hini kenta ha diouc’h ann dibab, pouez pemp kant sikl, ha cinnamom eunn hanter nebeutoc’h, da lavarout eo daou-c’hant hanter-kant sikl, ha korz c’houesiou-mad, pouez daou-c’hant-hanter-kant sikl ivez.

24. Ha kanel pemp kant sikl, diouc’h pouez ar santual, hag eol olivez, eur muzuliad hanvet hin.

25. Hag gant ann traou-ze e reot eol santel ar zakraduresiou, eunn oungant hervez ma ho gra eunn ounganter.

26. Ha gant ann eol-ze ec’ht eoliot tabernakl ann desteni, hag arc’h ann testamant.

27. Ann daol gant he listri, ar c’hantoler hag ann traou a zervich endro d’ezhan, aoter ar c’houesiou mad,

28. Hag hini ar zakrifis-losk, hag ann holl draou a zervich d’al lidou a reer var-n-ezho.

29. Santifia a reot ann traou-ze holl, hag e vezint Santel meurbed. Kement den a doucho out-ho a vezo santifiet.

30. Aaron hag he vugale a eoliot gant ann oungant-se, hag e santifiot anezho, evit ma raint ho c’harg a veleien diraz-oun.

31. Da vugale Israël e leverot ivez : Ann eol-ze da ober ar zakradureziou a vezo tra sakr d’in-me enn ho touez hag e touez ho pugale var ho lerc’h.

32. Korf ann den ne vezo ket eoliet gant-han ; ha na reot ket eunn oungant all gant ar memes danvesiou, rak santifiet eo bet, hag eunn dra santel e vezo evid-hoc’h.

33. Piou bennag a raï eunn eol evel-d-han, hag a roio euz ann eol-ze da eunn den ha na vezo ket euz a vouenn ar veleien, a vezo lazet euz a drouez he bobl.

34. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Kemerit c’houesiou-mad, stakte hag onix, galbanum a c’houes-vad, hag ezanz euz ann hini guella ; kement euz ann eil hag euz eghile.

35. Hag e reot gan-ho eunn oungant ec’hiz ma ra eunn ounganter, eunn oungant mesket evel ma’z eo dleet, pur ha dign da veza kennighet d’in.

36. Pa ho pezo pillet ann traou-ze holl ha great anezho eur boultren fin-fin, e lekeot euz ar boultren-ze dirag tabernakl ann desteni, el leac’h ma en em ziskouezinn d’ehoc’h. Ar c’houes-vad-ze a vezo evid-hoc’h eunn dra sakr ha santel.

37. Na reot ket eunn hevelep oungant evit ho servich, rak eunn dra consacret d’ann Aotrou eo.

38. Piou bennag a raï eunn hevelep oungant evit kaout ar c’houes-vad anezhan, a varvo euz a greiz he bobl.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ann aoter vihan-ze, hanvet aoter ar c’houesiou mad a oa dishenvel ouz ann aoter vraz a ioa er meaz euz ann tabernakl, ha var behini e vije devet kik ha soa al loened, lazet enn enor da Zoue. Hou-ma a ioa e diabarz ann tabernakl, ha bep mintin ha bep noz, pa vije lazet ann oan ha devet he ghik var ann aoter vraz, e vije rostet c’houesiou-mad var ann aoter vihan-ma, hag ar vogheden anezho a zave etrezeg Doue, evel bouked spirituel ar beden.

Doue a lavaraz da Voïzes : Pa ho pezo great ar gount euz a vugale Israël, kement hini a vezo bet kemeret he hano, da lavarout eo, ann holl c’hoazed adaleg ughent vloaz, a baeo eunn hanter sikl evit dispignou ann tabernakl. Ar pez a zesk d’eomp e renk pep den, hervez he c’halloud, ober prof d’he iliz, evit ma vezo enn-hi deread pep tra, ha ma vezo great ann offisou en eur fesoun dign euz a vajeste ann Aotrou Doue.

Guelit eur veach c’hoaz gant pebez aked e c’hourc’hemenn Doue sakri kement tra a dle servichout enn he dabernakl, ar pez a zesk d’eomp anat peghen neat e tle beza ar goustianz, peghen kaer e tle beza guisket ann ene hag ar c’horf ivez, pa dostaomp ouz ann aoter, pe evit sakramanti, pe evit klevout ann offeren Zantel.





PENNAD XXXI.


Beseleel hag Ooliab hanvet gant Doue da ober ann traou sakr. — Deiz ar sabat gourc’hemennet adarre. — Diou daolen-mean ar gourc’hemennou, roet gant Doue da Voïzes.


1. Hag ann Aotrou a gomzaz da Voïzes, o lavarout :

2. Chetu galvet am euz dre he hano Beseleel map Uri, map Hur euz a veuriad Judas.

3. Hag em euz he garghet a spered Doue, a furnez, a skiant, hag a ouisieghez e pep seurt labourou,

4. Evit ma kavo enn he spered kement tra a hell eur micherour da ober gant aour, gant arc’hant ha gant arem,

5. Gant marbr, gant mein precius, ha gant koat a bep seurt.

6. Hag em euz roet d’ezhan da ghen-oberour Ooliab map Akisamek euz a veuriad Dan. Hag em euz lekeat ar furnez e kaloun pep micherour gouisiek, evit ma raint ann holl draou am euz gourc’hemennet d’ehoc’h ;

7. Tabernakl ar ghevredighez, arc’h ann desteni, ar propitiator pehini a zo a-uz d’ezhi ; hag ann holl draou a zo e servich ann tabernakl.

8. Ann daol hag he listri, ar c’hantoler aour pur meurbed, hag he listri, aoter ar c’houesiou-mad,

9. Aoter ar zakrifis-losk, hag ann holl draou a zo enn ho zervich ; ar billik gant he diazez ;

10. Ann dillad santel evit Aaron ar belek braz, hag evit he vugale, evit ma raint deveriou ho c’harg guisket gant ann dillad sakr ;

11. Eol ar zakraduresiou, ar parfum aromatik ebarz er santual. Ober a raint ann holl draou am euz gourc’hemennet d’ehoc’h.

12. Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz ouc’h Moïzes, o lavarout :

13. Komzit da vugale Israël, ha livirit d’ezho : Lakit evez da virout va zabbat, rak eur zin eo etre me ha c’houi hag ho pugale var ho lerc’h ; evit ma ouiot eo me ann Aotrou a zantifi ac’hanoc’h.

14. Mirit va zabbat, rak eunn dra santel eo evid-hoc’h, ann hini a dorro anezhan a varvo evit he boan ; ann hini a labouro enn deiz-se, a gollo he vuez euz a greiz he vobl.

15. Epad c’houec’h devez, e labourot, d’ar seizved devez ema ar sabbat, ehan consacret d’ann Aotrou. Kement hini a labouro enn deiz-se, a varvo.

16. Ra viro bugale Israël ar sabbat, ha ra hen lidint a rum da rum. Eur c’hontrat eternel eo.

17. Etre-z-oun ha bugale Israël, eur zin da badout da vikenn ; rak ann Aotrou en deuz great ann env hag ann douar e c’houec’h devez, ha d’ar seizved en deuz ehanet.

18. Hag ann Aotrou, o veza peurlavaret evel-se da Voïzez var menez Sinaï ar pez en doa da lavarout, a roaz d’ezhan diou daolen mean, ar gourc’hemennou skrivet var-n-ho gant biz Doue.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pep furnez pep gouizieghez, pep skiant a zeu euz ann env digant Tad ann holl sklerijen. Ar re ho deuz bet donezonou enn doare-ze na dleont ket eta en em gavout braz evit se evel pa ho defe ho gounezet dre ho nerz ho-unan. Mui eghet den, e tlefent guelet a beleac’h e teu d’ezho ann talanchou-ze, hag ho lakaat da dallout evit gloar ann hini en deuz ho roet. Pa fell da Zoue ober eunn dra bennag a vraz gant eur re bennag, e ro d’ezho bepred ar ouizieghez hag ar skiant ret da gaout evit kas al labour-ze da benn. Abarz eta kemer eur vicher pe eur stad a vuez, pep den a dle teurel evez hag hen a zo gouestl da ober deveriou ar garg-se ; ha ma ne d-eo ket, e renk skei izelloc’h.

℣ 14: Mirit va zabbat, rak eunn dra santel eo evid-hoc’h. — Al lezen da ehana dioc’h pep labour eunn devez var zeiz, a zo roet gant Doue d’ann dud abaoe kommansamant ar bed. Falvezet eo bet d’ezhan e vije ann ehan-ze eur zin hag eur marc’had etre ann dud hag hen ; eur zin da zigas sonj d’ezho e pe fesoun en doa krouet ar bed, eur marc’had dre behini en em garghe da rei d’ezho ebarz enn env eunn ehan eternel hag euruz, ma vijent fidel d’he lezen. Miromp eta ar zul pehini eo deiz ar Zabbat evid-omp, ha diouallomp da ober enn deiz-se labourou difennet gant aoun na ve effacet hon hanoiou euz a douez bugale Doue, ha n’hor be perz ebed enn ehan dudiuz-se promettet gant Doue d’ar vir Israëlited.





PENNAD XXXII.


Al leue aour.


1. Hoghen ar bobl, o velout e talee Moïzes da ziskenn divar ar menez, en em zastumaz enep Aaron, hag a lavaraz d’ezhan : Sao, gra d’eomp Doueou da gherzet enn hor raog ; rak Moïzes, ann den-ze pehini en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt, n’ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet gant-han.

2. Hag Aaron a lavaras d’ezho : tennit ar c’hleierigou aour diouc’h diskouarn ho kraghez, diouc’h re ho mipien hag ho merc’hed, ha digassit-ho d’in.

3. Hag ar bobl a reaz ar pez en doa gourc’hemennet, hag a zigassaz ar c’hleierigou diskouarn da Aaron.

4. He-ma, o veza ho c’hemeret, ho zaolaz da deuzi, hag a reaz gant-ho eul leue aour. Hag e leverjont : Chetu aze ho toueou, o Israël, ho deuz ho tennet euz a zouar ann Ejipt.

5. Aaron, o velout kement-se, a zavaz eunn aoter dirag al leue, hag a reaz krial dre vouez ann embanner, o lavarout : varc’hoaz ema gouel braz ann Aotrou.

6. Ha da vintin pa oent savet, e kennigjont sakrifisou-losk, hag hostiou a beoc’h, hag ar bobl a azezas da zibri ha da eva, hag e savjont da c’hoari.

7. Hoghen ann Aotrou a gomzaz da Voïzes, o lavarout : It, diskennit, rak pec’het en deuz ho pobl, hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt.

8. Kuiteet ho deuz buhan ann hent hoc’h euz diskouezet d’ezho, ha great ho deuz evit-ho eul leue gant aour teuzet, hag ho deuz hen adoret ; hag o veza lazet loened en he enor ho deuz lavaret : Ar re-ze eo ho toueou, Israël, ho deuz ho tennet euz a zouar ann Ejipt.

9. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Guelout a rann eo ar bobl-ma eur penn kalet a vobl :

10. List ac’hanoun evit ma tan-flammo va buaneghez enn ho enep, ha ma ho distrujinn, ha me ho kraï mestr var eur vroad vraz.

11. Hoghen Moïzes a bede ann Aotrou he Zoue, o lavarout : Perag, Aotrou, e tanfe ho puaneghez enep ho pobl, hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt gant eur galloud braz hag eunn dourn nerzuz ?

12. Arabad eo, me ho ped, e lavarfe ann Ejipsianed : Gant finesa en deuz ho zennet euz ann Ejipt evit ho laza e kreiz ar meneziou, hag ho effaci divar c’hore ann douar. Ra gouezo ho puaneghez, ha diskouezit ho trugarez, o pardoni goall-ober ho pobl.

13. Ho pet sonj euz Abraham, Isaak hag Israël, ho servicherien, da bere hoc’h euz touet drez-hoc’h hoc’h-unan o lavarout : Lakaat a rinn ar vouenn ac’hanoc’h da vobla evel stered ann env ; hag ar vro-ze holl a behini em euz komzet, he rei a rinn d’ho lignez, hag he perc’hennot anezi da vikenn.

14. Hag ann Atrou a habaskaaz, ha ne reaz ket d’he vobl ann droug en doa lavaret e raje.

15. Ha Moïzes a zistroaz divar ar menez, o toughen etre he zaouarn diou daolenn ann desteni, skrivet diouc’h ann daou du,

16. Ha great gant Doue ; ha Skritur Doue ivez a oa ingrafet var ann taolennou,

17. Hoghen Josue o klevout trouz ha kriadennou ar bobl, a lavaraz da Voïzes : Iuderez brezel a glever ebarz er c’hamp.

18. Moïzez a respontaz : Ne ket kriadennou tud oc’h em hinsa d’ar gombat a zo aze, na iouc’hadennou tud o lakaat re all e goall atred ; mouez tud o kana eo a glevann.

19. Ha pa oa deuet tost d’ar c’hamp, e velaz al leue hag ann dans ; hag o veza eat drouk braz enn-han, e sklapaz ann taolennou euz a dre he zaouarn, hag e vruzunaz anezho e traon ar menez.

20. Hag o kreghi el leue ho devoa great, hen lekeaz enn tan, her bruzunaz ken a oe eat e poutren, hag e taolaz ar boultren-ze enn dour, hag e reaz da vugale Israël he eva.

21. Hag e lavaraz da Aaron : Petra en deuz great ar bobl-ma d’ehoc’h, ma hoc’h euz tennet var-n-ezhan eur pec’hed ker braz ?

22. Aaron a respontaz d’ezhan : Drouk na vezet gan-ehoc’h, va Aotrou ; rak anaout a rit ar bobl-ma, ha gouzout a rit peghen doughet eo d’ann drouk.

23. Lavaret ho deuz d’in : Gra d’eomp Doueou hag a gherzo enn hor raog ; rak ar Moïzes-se, pehini en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt, n’ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet gant-han.

24. Hag em euz lavaret d’ezho : Piou ac’hanoc’h en deuz aour ? Hag ho deuz digaset ha roet aour d’in, hag em euz he daolet enn tan, hag eo deut al leue-ma anez-han.

25. Moïzes eta o velout edo ar bobl evel e noaz da lavaret eo, kollet gant-han holl zikour Doue, rak Aaron en doa hen lekeat er stad-se oc’h ober ar pez mezuz-se, hag he lekeat e noaz e kreiz he enebourien),

26. Moïzes eta, oc’h en em zerc’hel var zor ar c’hamp, a lavaraz : Mar’z euz aze unan bennag d’ann Aotrou, ra zeuio ama enn tu gan-en. Hag holl vugale Levi en em zastumaz endro d’ezhan.

27. Hag e lavaraz d’ezho : Chetu ama petra lavar ann Aotrou Doue Israël : Ra lakaï pep goaz he gleze ouc’h he gostez ; it, ha deuit euz ann eil dor d’eben dre greiz ar c’hamp, ha ra lazo peb unan he vreur, he vignoun hag he gar tosta.

28. Ha bugale Levi a ieaz ec’hiz ma en doa lavaret Moïzes, hag e oe lazet enn deiz-se var dro tri mil den var-n-ughent.

29. Ha Moïzes a lavaraz da vugale Levi : hirio hoc’h euz konsakret ho taouarn d’ann Aotrou, peb unan var he vap, ha var he vreur, hag hoc’h euz tennet he vennoz var-n-hoc’h.

30. Antronoz, Moïzes a lavaraz d’ar bobl : Eur pec’hed braz meurbed hoc’h euz great ; pignat a rinn da gavout ann Aotrou, da velout ha me a hello kaout trugarez evit ho koall-ober.

31. Ha Moïzes, o veza distroet da gavout ann Aotrou, a lavaraz : Selaouit ac’hanoun, me ho ped, ar bobl ma en deuz great eur pec’hed braz meurbed, great ho deuz evit-ho doueou aour ; mes pardonnit d’ezho ar faot-se,

32. Pe ma n’her grit ket, effacit ac’hanoun divar al leor hoc’h euz skivet.

33. Ann Aotrou a respontaz d’ezhan : Ann hini en devezo pec’het em enep, hennez a effacinn divar va leor.

34. Evid-hoc’h-hu, it, ha kasit ar bobl-ma d’al leac’h am euz lavaret d’ehoc’h. Va Eal a gherzo araoz-hoc’h. Hoghen, da zeiz ar venjanz, me visito ar pec’hed-ma ho deuz great.

35. Ann Aotrou a skoaz eta ar bobl, dre ma en doa sakrifiet d’al leue en doa great Aaron.


————


SKLERIDIGHEZ.


Nag a draou mad ma zonjal enn-ho, a zeu e spered ann den goude beza lennet ar pennad-ma ! Da ghenta peghen edro, peghen berboellik eo ar bobl, ha peghen nebeut ez euz da gouenta var-n-ezhan. Guelet en deuz burzudou ar re vrasa, great gant Doue enn he andret ; prometet en deuz nevez-so d’ann Holl C’halloudek n’en divije ken Doue nemet-han, ha sellit petra zo c’hoarvezet. Guelet ho deuz ann Ejipsianed oc’h adori ann ejen Apis, hag e c’houlennont eul leue evit ober ho Doue anezhan. Na gountit ket eta var ho nerz hoc’h-unan, mes pedit Doue alies da greski ho feiz, ha d’ho kenderc’hel enn he zoujanz.

Goude beza guelet droughiez ar bobl, en em estlammit var vadelez Moïzes hag var he garantez evit he vobl. O va Doue, emez-han, pardonnit d’ezho, pe effacit va hano divar ho leor a vuez ! netra na harz ouz eur beden evelse. Doue a espern ar bobl evit neuze da vihana ; koulskoude rei a ra eur ghentel spountuz, o lakât d’ar maro var ar plas, tri mill var-n-ughent anezho, ha divesatoc’h e kavo c’hoaz ann tu da vizita ho fec’hed ; rak he justis a renk kaout he zro. Follentez eo eta pec’hi, pa renker abred pe zivezad damanti !





PENNAD XXXIII.


Doue a bardoun d’ar bobl, mes pelaat a ra diout-han ; komz a ra gant Moïzes drem oc’h drem ; Moïzes a c’hoanta guelout fas ann Aotrou, ha na vel nemet he ghein.


1. Ha Doue a gomzaz ouz Moïzes o lavarout : It, pignit diouc’h al leac’h-ma, c’houi hag ar bobl-se d’ehoc’h hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt, d’ar vro divar benn pehini em euz touet da Abraham da Izaak ha da Jacob, o lavarout : Re rei a rinn d’ar ouenn ac’hanoc’h.

2. Ha me gaso un Eal da gherzet en ho raog, evit ma taolin er meaz euz ar vro-ze ar Gananeed, ann Amorrheed, ann Hetheed, ar Pherezeed, ann Heveed hag ar Jebuzeed,

3. Hag evit ma ’z eot ebarz er vro-ze e pehini e red al leaz hag ar mel. Rak ne bignin ket va unan gan-ehoc’h, dre ma’z oc’h eur bobl penn kaled, gant aoun n’ho tistrujfen var an hent.

4. Hag ar bobl o klevout ar gomz c’houero-ze, en em lekeaz da ouela ; ha nikun na viskaz evel kent he zillad kaer.

5. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Komzit da vugale Israël evel-henn : Eur bobl penn kaled oc’h, mar teuann eur veach c’hoaz enn ho kreiz, ho tistrujinn beteg un diveza. Evit brema, diviskit ho tillad gouel, evit ma ouezinn petra da ober ac’hanoc’h.

6. Bugale Israël a guitaaz eta ho dillad gouel e hars treid menez Horeb.

7. Moïzes ivez o lemel ann tabernakl euz he blas, hen zavaz pell er meaz euz ar c’hamp, hag hen hanvaz tabernakl ar ghevredighez. Hag ar re euz ar bobl ho divjje eunn dra bennag da c’houlenn, az ea er meaz euz ar c’hamp da dabernakl ar ghevredighez.

8. Ha pa’z ea Moïzes d’ann tabernakl, ar bobl holl a zave, ha peb-unan en em zalc’he en he zao var doull dor he delt, hag e sellent ouz Moïzes adre he ghein, ken na vije eat ebarz enn tabernakl.

9. Hoghen pa vije eat Moïzes e diabarz tabernakl ar ghevredighez, ar goulounen goabr a ziskenne hag en em zalc’he dirag toull ann or, ha Doue a gomze gant Moïzes.

10. Ann holl a vele en em zalc’he ar goulounen goabr e harz dor ann tabernakl. Hag en em zalc’hent ho-unan e toull doriou ho zeltou, hag ec’h adorent ac’hano.

11. Hoghen, an Aotrou a gomze ouc’h Moïzes drem-oc’h-drem, evel ma kustum eunn den komz ouz he vignoun. Ha pa zistroe Moïzes d’ar c’hamp, he zervicher, Jozue map Nun, neuze krenn-baotr, na zeue ket er meaz euz ann tabernakl.

12. Hoghen Moïzes a lavaraz d’ann Aotrou : Gourc’hemenn a rit d’in bleina ar bobl-ma ; ha na livirit ket d’in piou a dleit da gas d’am zikour, ispicial pa hoc’h euz lavaret : Hoc’h anaout a rann dre hoc’h hano, ha kavet hoc’h euz gras diraz-oun.

13. Ma em euz eta kavet gras diraz-hoc’h, diskouezit ho fas d’in, evit ma hoc’h anavezinn, ha ma kavinn gras dirag ho taoulagad : Sellit enn ho trugarez ouz ar vroad tud-ma, ho pobl.

14. Hag ann Aotrou a lavaras : Kerzet a rinn va-unan enn ho raog, hag ehan a roinn d’ehoc’h.

15. Ha Moïzes a lavaraz : Ma na gherzit ket hoc’h-unan araoz-omp, n’hon tennit ket euz al leac’h-ma.

16. Rak dre betra a hellimp-ni gouzout, me hag ho pobl, hon euz kavet trugarez diraz-hoc’h, nemet kerzet a rafac’h gan-eomp, evit ma vezimp glorifiet gant ann holl boblou a zo o choum var voul ann douar.

17. Hoghen ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Ober a rinn c’hoaz ar pez a c’houlennit aze digan-en ; rak kavet hoc’h euz gras diraz-oun, hag hoc’h anaout a rann dre hoc’h hano.

18. Ha Moïzes da lavarout : Diskouezit d’in ho kloar.

19. Doue a respontaz : Diskouez a rinn d’ehoc’h pep mad, ha prononç a rinn hano ann Aotrou diraz-hoc’h ; ha trugarez a rinn da nep a garinn, ha mad a vezinn e kenver an nep a blijo gan-en.

20. Hag e lavaraz c’hoaz : Na hellot ket guelet va fas ; rak ann den na oufe guelet ac’hanoun, ha choum beo.

21. Ha c’hoaz : Chetu, emez-han, eul leac’h ez euz e peleac’h emaoun, hag eno en em zalc’hot var ar mean.

22. Ha pa dremeno va gloar, me ho lakai e kleuz ar mean, hag ho koloïo gant va dourn deou, ken na vezinn eat ebiou.

23. Neuze me denno va dourn, hag em guelot euz a dre ; mes va fas na hellot ket he velet.


————


SKLERIDIGHEZ.


Doue a ziskouez ato d’he bobl peghen argarzuz a oa ho fec’hed diraz-han. Peden gaer Moïzes e deuz miret out-han d’ho laza holl beteg ann diveza ; mes derc’hel a ra sonj euz ho ingrateri, hag he vuaneghez na zistan nemet a nebeut da nebeut. Pellaat a ra he dabernakl diout-ho, hag he zevel a ra en eul leac’h all, ha ne ket bet disenoret gant lidou iskiz al leue aour. Ar pez a zo eunn doare ekummunughen. Kement-se a c’hoarvez alies siouaz ! gant ar boiou kristen, pa en em c’hreont indign euz a vadelezou Doue. Doue a zeu da lemel digant-ho he gantolor, da lavaret eo, sklerijen ar vir feiz, hag he ro da vobladou all sentusoc’h, pere a denn mui a brofit anezhi.

Mar d-eo Doue rust e kenver ar bobl pec’her, eo leun a vadelez evit Moïzes, he zervicher, Guelit ann diviz a zo etrez-ho, evel eur gaoz vad etre daou vignoun. Me hoc’h anaf dre hoc’h hano, eme Doue da Voïzes ; ar pez a zinifi hervez mod prezeg ar Skritur Sakr, stad vraz a rann ac’hanoc’h, hag ho karout a rann. — Ha Moïzes a lavar da Zoue. Me garfe guelet ho fas, me garfe guelet ho kloar ! Houn-nez eo huanaden ann holl eneou devot ; nep a gar unan bennag, en deuz mall d’he velet. — Ha Doue a respont : Discouez a rinn d’ehoc’h pep mad ; hoghen va guelet evel ma’z oun, n’oufac’h ket padout dirag va gloar. Mes eul leac’h a zo hag emaoun enn-han, en em zalc’hit eno var ar mean, hag e velot eunn dra bennag petra ounn. Al leac’h-se, eme zant Augustin, eo Iliz Doue, ar mean eo Jezuz-Krist. Mar fell d’eomp anaout Doue, selaouomp kelennadurez ann Iliz, dalc’homp hor zell var Jezuz-Krist, lennomp he vuez, studiomp he Aviel ; eno e velimp eunn dra bennag petra eo Doue, eno e velimp he furnez, he c’halloud, he vadelez.


————




PENNAD XXXIV.


Moïzes a bign eunn eil gueach var ar menez, gant diou daolen mean nevez. — Urzou Doue divarbenn poblou ann Douar Santel. — Daou vann gloar, e doare daou gorn, var dal Moïzes.


1. Goude kement-se ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Bénit d’ehoc’h diou daolen mean, henvel ouz ar re ghenta, ha me a skrivo var-n-ezho ar c’homzou a oa var ann taolennou hoc’h euz bruzunet.

2. Bezit prest mintin mad, da bignat dioc’htu var venez Sinaï, hag e choumot gan-en var lein ar menez.

3. Na bignet den gan-ehoc’h, na vezet guelet den endro d’ar menez, na beurent dirag ar menez, na saout na denved,

4. Moïzes a venaz eta diou daolen vean, evel ma oa ar re ghenta ; hag o sevel araog ann deiz, e pignaz var venez Sinaï, ann taolennou gant-han evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou d’ezhan.

5. Ha pa oe diskennet ann Aotrou ebarz er goabren, Moïzes a choumaz gant-han, oc’h en em erbedi ouc’h hano ann Aotrou.

6. Ha pa dremene ann Aotrou diraz-han, Moïzes a lavaraz : Mestr Souveren, Aotrou Doue, trugarezuz hag hegarad, gouzanvuz ha leun a drugarez, ha guirion.

7. C’houi pehini a zalc’h da ober trugarez a hed mil rumm-dud ; c’houi pehini a lam, a effaç, an drouk, hag ar goallou hag ar pec’hejou ; dirag pehini n’euz den dinamm drez-han he-unan ; c’houi pehini a gastiz goall oberiou ann tadou var ho bugale ha var ho bugale vihan beteg ann trede hag ar bevare rum dud.

8. Ha Moïzes en em hastaz d’en em strinka he fas d’ann douar ; hag en eur adori,

9. E lavaraz : Ma em euz kavet gras diraz-hoc’h, Aotrou, me ho ped, kerzit gan-eomp. (rak ar bobl en deuz eur penn kalet), ha lamit divar-n-omp hor goall-oberiou hag hor pec’hejou, ha perc’hennit ac’hanomp eve ho tra.

10. Ann Aotrou a respontaz : Eur ghevredighez a rinn dirag daoulagad ann holl ; burzudou a rinn ec’hiz n'euz bet guelet biskoaz var ann douar, nag etouez bobl ebed ; evit ma velo ar bobl-se, emaoc’h enn he greiz, ann traou estlammuz a dleann ober.

11. Mirit ann holl draou a c’hourc’hemennann d’ehoc’h hirio : Me va unan a daolo er meaz divar hoc’h hent ann Amorrheed ; ar Gananeed, ann Hetheed ; ar Pherezeed ivez, ann Heveed hag ar Jezubeed.

12. Diouallit ne rafac’h biken mignounach gant tud ann douar-ze ; ann dra-ze a ve kiriek d’ho koll.

13, Mes dismantrit ho aoteriou, bruzunit ho skeudennou, ha trouc’hit ho c’hoajou sakr.

14. Na adorit Doue estren ebed ; ann Aotrou eo he hano ann Doue oazuz ; Doue a fell d’ezhan beza karet hep kenverour.

15. Na rit ket kevredighez gant tud ar broiou-ze gant aoun, goude ma ho devezo pec’het gant ho Doueou, hag adoret ho skeudennou, e teufe unan bennag anezho d’ho pedi da zibri gant-han euz ann anevaled a zo bet lazet enn ho enor.

16. Na ghemerit ket ho merc’hed da briejou d’ho pugale ; gant aoun, goude ma ho devezo pec’het enn ho idolatriach, na rafent d’ho pugale pec’hi ivez gant ho Doueou.

17. Na reot morse evid-hoc’h Doueou gant metal teuzet ha taolet er moul.

18. Mirout a reot gouel braz ar bara dic’hoell, c’houec’h devez e tebrot bara dic’hoell, evel m’am euz gourc’hemennet d’ehoc’h, e mare miz ann edou nevez ; rak er miz ma tigor ann nevez amzer oc’h deuet er meaz euz ann Ejipt.

19. Pep paotr kenta ganet gant he vamm a vezo d’in-me ; ar re ghenta euz ann holl anevaled ken saout ken denvad, a vezo d’in-me.

20. Kenta ganet eunn azenez a zasprenot gant eunn danvad ; ma na baeit ket he ransoun, e renkot he laza. Ar c’henta ganet euz ho paotred a zasprenot ivez ; ha na zeuit ket diraz-oun ho taouarn goullo.

21. C’houec’h devez e labourot, d’ar seizved devez ec’h ehanot da arat kerkoulz ha da vedi.

22. Ober a reot gant lid gouel braz a zizuniou, o kas da Zoue ar preveudiou euz hoc’h eost guiniz, hag ar gouel a erru pa vez great he zro gant ann amzer, ha dastumet holl frouez ann douar.

23. E tri mare euz ar bloaz e teuio hoc’h holl baotred dirag ann Aotrou Holl C’halloudek, Doue Israël.

24. Pa em bezo kaset kuit ar boblou a ziraz-hoc’h, ha frankeet harzou ho pro, den na glasko kemeret ho touar dre gornardiz[14], epad ma pignot ha ma en em zalc’hot dirag ann Aotrou ho Toue teir gueach er bloaz.

25. Na ghennigot ket d’in goad al loen lazet em enor, gant bara goellet ; ha ne choumo netra beteg ar mintin euz a hostif ar gouel pask.

26. Preveudiou frouezou ho touar a ghennigot e ti ann Aotrou ho Toue. Na boazot ket ar men-gaorv e leaz he vamm.

27. Hag ann Aotrou a lavaraz da Voïzes : Skrivit, da gas gan-ehoc’h ar c’homzou-ma dre bere am euz great kevredighez gan-ehoc’h ha gant Israël.

28. Moïzes eta a oe eno gant ann Aotrou daou-ughent devez, ha daou-ughent nosvez ; ha na zebraz ket a vara, ha na evaz ket a zour, hag ann Aotrou a skrivaz var ann taolennou dek komz ar ghevredighez.

29. Ha pa ziskenne Moïzes divar venez Sinaï, e talc’he enn he zaouarn diou daolen ann desteni, ha ne ouïe ket e oa savet daou vann sklerijen var he dal, abaoe ann diviz en doa bet gant an Aotrou.

30. Hoghen Aaron ha bugale Israël, o velet ar bannou sklerijen var dal Moïzes, ho doe aoun o tostaat out-han.

31. Ha Moïzes ho galvaz, hag e teujont d’he gavout, Aaron ha pennou kenta ar Sinagog. Ha pa en devoe komzet out-ho,

32. Holl vugale Israël a zeuaz ivez beteg en-han : Hag e c’hourc’hemennaz d’ezho ann holl draou en devoa klevet gant ann Aotrou var venez Sinaï.

33. Ha pa en devoa lavaret ar pez en doa da lavaret, e lekeaz eur vouel var he fas.

34. Pa’z ea da gavout ann Aotrou, ha pa gomze gant-han, e tenne ar vouel, ken na zeue er meaz euz ann tabernakl ; ha neuze e tisklerie da vugale Israël ann holl draou a vije bet gourc’hemennet d’ezhan.

35. Ar re-ma a vele ann daou gorn sklerijen var fas Moïzes pa zeue er meaz euz ann tabernakl ; mes hen a c’holoe adarre he fas, pa en divije da gomz out-ho.


————


SKLERIDIGHEZ.


Taolit evez hag e kafot er pennad-ma peadra da zonjal ervad.

Dizarmet gant pinijen ar bobl, ha dreist pep tra gant humilite Moïzez, Doue a ia da rapari ar c’holl en doa great he zervicher, o terri diou daolen ghenta ann dek gourc’hemenn. Bemdez e ra Doue ann drugarez-se e kenver ar bec’herien a zistro out-han a greiz ho c’haloun ; skrivan a ra adarre enn ho eneou he lezen hag he garantez pere a oa bet effaset enn-ho dre ar pec’hed.

Madelez Doue a zo bepred trec’h d’he justis, mar kastiz pec’hejou ann tadou var ho bugale beteg ar pevare disken ; e paë vertusiou he vignouned enn ho bugale epad mil rumm. O tadou ha mammou, mar karit ho pugale, guelit pebez bennoz a dennit var-n-ezho o veva e guir gristenien, ha pebez drouk a rit d’ezho, goude en em goll hoc’h unan, dre ho koall oberiou.

Guelit c’hoaz gant pebez nerz e tifenn Doue ouz he bobl ober dimiziou gant tud Bro Kanaan, dre ma oant tud fall hag heb doujanz Doue. Ha c’houi, pa hoc’h euz bugale da zimizi, na zellit mui ouz ar vouenn dud, nag ouz ar vuezeghez vad, na zellit nemet ouz ann arc’hant.

Abaoe ann diviz santel en doa bet Moïzes gant Doue var ar menez, e oa savet daou vann sklerijen var he dal, ha ne ouie doare. Mar kirit ober orezon, komz gant Doue kaloun ouc’h kaloun, nann hepken euz a ezommou hoc’h ene, mes ivez euz ar pez a zell ouz ar vuez-ma, ho pefe alies sklerijen, hag eur sklerijen hag ho krafe souezet. Meur a zant a zo bet guelet eur rodik-heol evelse endro d’ho fenn, epad ma komzent oc’h Doue enn ho feden.

Ar bobl a Israël na helle ket souten ar guel euz ar bannou sklerijen-ze hag e oe ret da Voïzes teurel eur vouel dreist he benn, pa en divije da gomz ouz ar bobl. Kement-se, eme Zant Paol, a verke dallentez ar juzevien enn amzer da zont ; na heljent ket sellout a bik ouz ann hini a oa skeudennet ebarz al lezen, da lavaret eo, ouz Jezuz-Krist, hag ho sperejou a choumje dallet ha kaledet. Rak-se hirio, emezhan, pa lenneur d’ezho levriou Moïzes, ho deuz eur vouel var ho c’haloun ne fell ket d’ezho e ve euz a Jezuz e komzje Moïzes. Hoghen pa zistroint oc’h Doue a vir galoun, ar vouel-ze a gouezo, ha neuze e kredint ez eo hen ar messiaz. (2 cor : 3.7.)





PENNAD XXXV.


Urzou Doue divarbenn deiz ar sabbat, ar profou, hag al labouriou da ober evit ann tabernakl. — Beseleel hag Ooliab hanvet gant Doue da gas al labouriou-ze da benn.


1. Moïzes eta, o veza dastumet holl bobl bugale Israël, a lavaraz d’ezho : Chetu ama ann traou en deuz gourc’hemennet ann Aotrou da ober.

2. Epad c’houec’h devez e labourot, ar seizved devez a vezo santel evid-hoc’h, ar sabbat eo hag ehan ann Aotrou ; piou bennag a labouro enn devez-se a vezo lakeat d’ar maro.

3. Na C’houezot ket a dan enn ho tiez epad deiz ar sabbat.

4. Moïzes a lavaraz c’hoaz da holl assamble bugale Israël : Chetu ama ar pez en deuz gourc’hemennet ann Aotrou ; lavaret en deuz :

5. Likiit a gostez enn ho tiez ar preveudiou evit non Aotrou. Pep unan ho c’hennigo d’ann Aotrou a volontez vad hag euz a greiz he galoun.

(Hag ivez, ann aour ann arc’hant, ann arem, hag ann traou all merket huelloc’h er pennad xxv. Guersad 3 hag ar re all.)

10. Ar re ac’hanoc’h a zo gouiziek da ober eunn dra, ra zeuint, ha ra c’hraint ar pez en deuz gourc’hemennet ann Aotrou.

(Da lavaret eo, ann tabernakl hag ann traou all, evel ma’z int merket er pennad xxvi).

20. Hag holl bobl bugale Israël o veza en em dennet kuit euz a brezanz Moïzes,

21. E kennigjont gant eur galoun brompt meurbed ha leun a zeoliez ar preveudiou d’ann Aotrou, evit ober ar pez a oa da ober e tabernakl ann desteni, ha kement a oa ret da gaout evit dekor ar relijion hag ar guiskamanchou Santel.

22. Ar c’hoazed hag ar merc’hed a roaz ho chadennouigou-brec’h hag ho c’hleierigou diskouarn, ho bezeier ha braoigou ann dourn-deou ; ann holl listri aour a oe lekeat a gostez evit ober gant-ho prezanchou d’an Aotrou.

23. Ar re ho doa perz-glaz, ha mouk, ha skarlek diveach livet, lin fin ha bleo gheor, krec’hin meod livet e roz, ha krec’hin all limestret,

24. Metal arc’hant hag arem, ho c’hennigaz d’ann Aotrou, kerkoulz hag ar c’hoat setim da ober ar pez a oa da ober.

25. Ar merc’hed desket kaer a roaz ivez ann traou ho doa nezet, perz-glaz, mouk, skarlek, lin fin,

26. Ha bleo gheor ; anezho ho-unan e rojont ann traou-ze holl.

27. Hoghen prinsed ar bobl a ghennigaz mein onix ha mein pricius evit ann ephod hag ar rational.

28. Rei a rejont ivez louzeier c’houes vad hag eol da ellumi al lamprou, ha da ober ann ounganchou, hag ann ezanz da deurel c’houes vad meurbed.

29. Ann holl c’hoazed hag ar merc’hed, a gasaz ho frezanchou d’ann Aotrou gant eur galoun leun a zeoliez, evit ma vije great al labourou en doa gourc’hemennet ann Aotrou dre c’henou Moïzez. Holl vugale Israël a roaz ar profou-ze d’ann Aotrou a galoun vad, hag anezho ho-unan.

30. Neuze Moïzes a lavaraz da vugale Israël : chetu, ann Aotrou en deuz galvet dre he hano Beseleel map Uri, map Hur, euz a veuriad Judaz.

31. Hag he garghet en deuz a Spered Doue, a furnez, a intentidighez, a vouizieghez hag a bep skiant.

32. Evit ijigna hag ober pep labour enn aour enn arc’hant hag enn arem.

33. Evit labourat ar vein pricius, ha kilvizia ar c’hoat ; kement tra a hell eur micherour da ober,

34. En deuz lekeat d’ezhan enn he spered. Galvet en deuz ivez Ooliab map Akisamek, euz a veuriad Dan.

35. Ho c’harghet en deuz ho daou a furnez, evit ma raint holl labourou ar munuzer, ar guiader hag ar brodiour, gant perz-glaz, ha mouk, gant skarlek diveach livet ha lin fin, evit ma raint kement seurt labourou a zo bet great bete vrema en doare-ze, ha ma ijignint labourou nevez.


————




PENNAD XXXVI.


Larghentez ar bobl enn he brofou. Goberi ann tabernakl.


1. Beseleel hag Ooliab en em ghemeraz eta da labourat, hag ann holl dud habil da bere en doa roet ann Aotrou furnez hag intentidighez evit ma ouichent ober e guir vicherourien ann traou a oa ret da gaout endro d’ar santual, ha kement tra en doa gourc’henennet ann Aotrou.

2. Ha Moïzez, o veza ho galvet gant ann holl dud habil da bere en doa roet ann Aotrou furnez, ha pere ho doa en em ghennighet anezho ho-unan da ober al labour,

3. A lekeaz etre ho daouarn holl brezanchou bugale Israël. Hag evel ma en em roent a zoare da gas al labour araog, ar bobl a zeue bemdez da vintin da ober profou nevez.

4. Ken a oa ret d’ar vicherourien mont da gavout Moïzes.

5. Hag e leverjont d’ezhan : Kenniga a ra ar bobl muioc’h evit n’ez euz ezomm.

6. Moïzes a reaz eta embann dre vouez ann ekanter : Na goaz, na maouez na ghennighet mui netra evit ar santual. Hag evelse ec’h ehanaz ann dud da ghenniga prezanchou.

7. Rak ann traou a oa bet kennighet a oa a voalc’h anezho, ha re zoken.

8. Hag ann holl dud-se, leun ho c’haloun a furnez evit ober ann traou a oa da ober endro d’ann tabernakl, (ho greaz hervez ann diviz merket er pennad xxvi.)


————


SKLERIDIGHEZ.


Plijadur a ra d’ar spered ha d’ar galoun guelet pobl Doue o tigas he brofou da Voïzes gant kement a vall hag a larghentez ; ret a oe embann na zeuje mui den da zigas prezanchou. Kristenien vad, na gollit ket ar zonj euz ar skouer gaer-ze, pa vezo eunn dra bennag da ober enn hoc’h iliz. Rak tabernakl al lezen goz, gant ann holl draou a oa enn-han, ne oa ket ker santel hag hon ilizou-ni ; ne oa nemet eur skeud hag eunn diougan euz hoc’h iliz, e pehini ema Doue e guirionez nos deiz e sakramant ann Aoter. Tud paour divar ar meaz, ma n’oc’h ket evit lakaat kement all a aour hag a arc’hant endro d’hoc’h iliz, bezit hoc’h-unan he c’haera ornamant dre ho teoliez, dre ho parfeted enn-hi a gorf hag a spered ; dreist pep tra dre hoc’h aked skouerius d’en em gavout enn-hi bep sul ha bep gouel, evit adori Doue ken etrez-hoc’h, ken gant ho persoun, ken eüruz oc’h ho kuelet dastumet en dro d’ezhan !





PENNAD XXXVII.


Beseleel a ra Arc’h ar ghevredighez, pe erc’hiz all ann Arc’h a allianç, ar c’hantoler seiz brank, Aoter ar c’houesiou-mad, ha kement tra a oa endro d’ezho, evel ma’z int bet divizet gant Doue er pennad xxvi. Ebarz ann arc’h-se e oe lekeat diou daolen ann dek gourc’hemen, goalen Aaron, hag eur muzulad mann. — Beza hon euz enn hon ilisou ar vir arc’h a ghevre­dighez ; armelik zantel hon aoteriou, e pehini ema ar mann celestiel, guir vagadurez hon eneou. Beza ez omp hon-unan ann arc’h santel-ze, kel lies gueach ma tighemeromp enn hor c’haloun korf adorabl hor Zalver dre ar gommunion. Neuze e tleomp beza iac’h ha neat evel ar c’hoat setim, pehini na vrein morse, kaer ha pinvidik er vertuziou, ha teureul endro d’eomp c’houes vad hor Zalver Jezuz-Krist. Neuze e guirionez Doue a zo azezet var hor c’haloun evel var ar propitiator, hag ann elez hor golo gant ho diouaskel. Oh kristenien, tabernaklou beo, ha braz e tle beza ho kaerded !

Ar c’hantoler aour seiz brank d’ezhan, ha var bep brank eul lampr pe eur c’hleuzeur aour ivez, a oa eur pez labour kaer meurbed. Ar belek braz Aaron a oa karghet he-unan da zerc’hel nos-deiz al lamprou-ze var elum ; hag ar bobl a dlie fournissa evit-se eol olivez euz ann hini kenta. Ar c’hantoler-ze, oc’hpenn ma verke seiz donezon ar Spered Santel ha seiz sakramant ann iliz, a zigase ivez da zonj e tle karantez Doue devi noz-deiz e goueled hor c’haloun ; hag ann eol mad evit he maga, a dle beza hon oberou a drugarez e kenver hon nesa. O bobl Doue ken ann hini koz, ken ann hini nevez, dre bet fesoun eta e tiskouez d’ehoc’h ann Aotrou e fell d’ezhan e ve bepred flamm enn-hoc’h ann tan sakr euz he garantez !





PENNAD XXXVIII.


Aoter ar zakrifisou-losk a zo great ivez gant koat setim, ha goarniset gant lavnennou arem ; al listri hag ann holl benviou enn he servich a zo great ivez enn arem hervez ma’z int divizet er pennad xxv. Ann aoter-ze a oa er meaz euz ann tabernakl e kreiz ar c’hlostr, hag a skeudenne, eme Zant Gregor, ar c’halonou keuziet var bere e renk beza lazet ar pec’hed, ha devet ann holl dechou fall abarz mont e diabarz enn tabernakl, pehini eo ann env.

Etre ann aoter-ze ha dor ann tabernakl e oe lekeat ar vassin arem e pehini e voelc’he ar veleien ho daouarn hag ho zreid, pa’z eant da ober deveriou ho c’harg. Great e oe, eme ar skritur, guerzad 8, gant ar mellezourou a ghennigaz e prof ar graghez a zioualle dor ann tabernakl. Mellezourou ar merc’hed enn amzer guechall ne oant ket holl e guër ; great e vijent alies e platin, e dir hag enn arem poulisset ha puret mad.

Ann Tadou Santel ho deuz meulet, gant guir abek, oaz santel merc’hed Israël evit gloar ho zabernakl ; roet ho deuz, emez-ho, ar pez a garont ar muia. Ne ket ret pignat bete amzer ann Israelited, evit kavout e kement-se skoueriou ker kaer hag hini ho graghez. Hor merc’hed kristen n’int ket choumet varlec’h merc’hed Israël enn ho larghentez e kenver ho ilizou. Santez Paola, Olympiada, Melani, Helena, Pulcheria, a zo anavezet mad gant ann holl, evit beza bet konsakret da ezommou ann iliz ho madou braz hag ho braghereziou. Hag enn hon amzer-ni, piou a fich hag a visk hon ilizou, nemet e ar graghez vertuzuz-se a bep stad hag a bep renk. Unan a roaz eunn devez e prof he bouclou-skouarn hag a dallie kant hanter-kant mil skoed. (Princesse de Conty, 1672).

Ar c’hlostr, e pehini e tlie ar bobl en em zerc’hel epad ar pedennou hag ar zakrifisou, a oe great ivez hervez ann diviz a zo er Pennad xxvii. Postou arem guisket gant lavnennou arc’hant hag ann tokou anezho enn arc’hant pilet ; goueliou ha steignou lin fin, mouk ha perz-glaz ; na kaer, na pinvidik, na braz a oa al labourou-ze !

24. Ann holl aour a oe implijet da ober labourou ar santual hag a oa bet kennighet e prof da Zoue, a oa nao dalant var-n-ughent ha seiz kant tregont sikl anezhan, hervez pouez ar santual.

25. Ar c’hennig-se a oe great gant ann dud a oa bet lekeat var roll ann niveridighez, adalek ughent vloaz hag enn tu-all, hag a zave c’houec’h kant mill den mad da zoughen ann armou, ha tri mil ha pemp kant oc’hpenn.

26. Oc’hpenn ann aour, e oe kant talant arc’hant gant pere e oe great e teuz massou pe diazeziou ar santual hag ann toull dor e pehini e oe staghet ar vouel a ispill.

27. Kant diazez a oe great gant kant talant, pep diazez a ghemeraz eunn talant.

28. Hoghen gant ar seitek mil pemzek sikl ha tri-ughent a oa oc’hpenn, ar mecherour a reaz tokou ar postou, hag a viskaz ar postou ho-unan enn arc’hant.

29. Ann arem a oe kennighet e prof, a oe anezhan dek talant ha tri-ughent, ha daou vil pevar c’hant sikl.

30. Gant ann arem-ze e oe great e teuz diazeziou toull dor tabernakl ann desteni, ann aoter arem gant he grill, hag ann holl draou a dlie servichout endro d’ezhi,

31. Ha diazeziou ar c’hlostr tro-var-dro, evel re toull ann or, postou ann tabernakl ha re ar c’hlostr tro-var-dro.


————




PENNAD XXXIX.


Beseleel a reaz ivez gant perz-glaz ha mouk, gant skarlek ha lin fin, ann dillad a viskje Aaron, pa’z afe da ober he garg ebarz el leac’h Santel. Ann dillad-ze, evel re ar veleien all, ho ober a reaz diouc’h ann diviz roet gant Doue da Voïzes er pennad xxviii. Pa velaz Moïzes e oa peur-c’hreat ann traou-ze holl, e vennigaz anezho.




PENNAD XXXVI.


Urz Doue da zevel ha da zakri ann tabernakl. — Eur goumoulen a zeu d’he c’holeï, ha gloar ann Aotrou Doue a zeu d’he garga.


1. Goude kement-se, ann Aotrou a gomzaz ouz Moïzes, o lavarout :

2. D’ar miz kenta, d’ann deiz kenta euz ar miz, e savot tabernakl ann desteni,

3. Hag e lekeot ann arc’h enn-han, hag e tisplegot ar vouel diraz-hi.

4. Digas a reot ann daol hag e lekeot var-n-ezhi ann traou a zo gourc’hemennet hag e c’hiz m’am euz gourc’hemennet. Ar c’hantoler a vezo eno enn he zao gant he gleuzeuriou ;

5. Hag ann aoter aour var behini e vez devet ann ezanz, rag enep da arc’h ann desteni. Ar vouel a lekeot var doull dor ann tabernakl,

6. Ha dirag ar vouel, aoter ar zakrifisou-losk.

7. Ar vassin vraz etre ann aoter hag ann tabernakl, hag he c’hargot leun a zour.

8. Steigna a reot goueliou tro-var-dro d’ar c’hlostr, ha dirag toull ann or anezhan,

9. Hag o kemer eol ar zakradureziou, ec’h eoliot gant-han ann tabernakl hag he listri, evit ma vezint santifiet ;

10. Aoter ar zakrifisou-losk hag he holl listri ;

11. Ar vassin vraz gant he diazez ; sakri a reot ann holl draou-ze gant eol ar zakradureziou, evit ma vezint Sakr ha Santel.

12. Digas a reot Aaron hag he vipien dirag toull dor tabernakl ann desteni, ha goude ho beza gouelc’het gant dour,

13. E viskot d’ezho ann dillad Santel, evit ma servichint ac’hanoun, hag evit ma vezo ho zakradur eur veleghiach hag a bado da viken.

14. Ha Moïzes a reaz ann holl draou en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

15. D’ar miz kenta eta eus ar bloaz d’ann deiz kenta euz ar miz, e oe lekeat ann tabernakl enn he blas.

16. Moïzes a zavas anezhan, hag a lekeaz enn ho flasou ar plench braz gant ho diazeziou hag ann treustou, hag ar postou enn ho zao.

17. Hag e steignaz lambrusk ann tabernakl, o teureul ar golo dreist-han, hervez ma en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

18. Lakaat a reaz ivez ann desteni ebarz ann arc’h, ar bisier-doug tremenet enn ho lagadennou a zindan, hag ar propitiator varc’horre.

19 Hag o veza doughet ann arc’h ebarz enn tabernakl, e stagaz ar vouel diraz-hi, evit sevenni gourc’hemenn ann Aotrou.

20. Hag e pozaz ann daol e tabernakl ann desteni, e tu ann hanter-noz, e diaveaz ar vouel.

21. Hag ar baraou a dlie beza bepred dirag ann Aotrou, renket var-n-ezhi, evel ma en devoa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.

22. Lakaat a reaz ivez ar c’hantoler e tabernakl ann desteni, rag enep d’ann daol e tu ar c’hresteiz.

23. Ar c’hleuzeuriou renket var-n-ezhan hervez gourc’hemenn ann Aotrou.

24. Hag e pozaz ann aoter aour e diabarz tabernakl ann desteni dirag ar vouel.

25. Hag e tevaz var-n-ezhi ezanz ar c’houesiou mad evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.

26. Lakaat a reaz ivez ar vouel var doull dor taber­nakl ann desteni,

27. Hag aoter ar sakrifisou-losk dirag toull dor tabernakl ann desteni, oc’h ober var-n-ezhi ar zakrifis-losk, ha sakrifisou all, evel m’en doa gourc’hemennet ann Aotrou.

28. Lakaat a reaz ivez ar bilik vraz var he diazez, etre tabernakl ann desteni hag ann aoter, oc’h he c’harga leun a zour.

29. Ha Moïzes hag Aaron, hag he vipien a velc’has enn-hi ho daouarn hag ho zreid.

30. Pa zeant ebarz tabernakl ar ghevredighez, ha pa dosteant ouc’h ann aoter, hervez ma en doa gourc’hemennet ann Aotrou da Voïzes.

31. Sevel a reaz ivez ar c’hlostr tro var dro d’ann tabernakl ha d’ann aoter, hag e steignaz ar vouel var doull ann or da zont ebarz. Pa oe peurc’hreat ann holl draou-ze,

32. Eur goumoulen a c’holoaz tabernakl ann desteni, ha gloar ann Aotrou he gargaz.

33. Ha Moïzes na helle ket mont e tabernakl ar ghevredighez gant ar goumoulen a c’holoe pep tra, ha gant meurded ann Aotrou o para a bep tu, rak ar goumoulen e doa goloet pep tra.

34. Pa choume ar goumoulen enn ear a ziouc’h ann tabernakl, bugale Israël a choume enn ho flaç.

36. Rak koumoulen ann Aotrou a c’holoe ann tabernakl epad ann deiz, ha d’ann noz e vije flamm-tan ; hag holl vugale Israël he guele euz a ghement leac’h ma vijent o choum.


————


SKLERIDIGHEZ.


Ama ec’h achu levr ann Exod, da lavarout eo, levr ann teac’h euz a zouar ann Ejipt. Al lezen a zo roet d’ar bobl, he relijion a zo savet ha reizet ; ho dighemeret en deuz ann eil hag eben euz a greiz he galoun ; diskouezet en deuz he volontez vad, o rei gant larghentez ar pez a c’houlenne Doue digant-han, ha Doue a ziskouez, dre eur burzhud nevez e oa countant he-unan euz he bobl karet. Ar goumoulen a zeuaz d’an em lakaat var ann tabernakl, ha gloar Doue he gargaz dindan furm eunn tan sklear meurbed e kreiz eur vogheden deo. Miromp gourc’hemennou Doue, dalc’homp d’he relijion, ha Doue a ziskouezo d’eomp he c’hloar enn eur fesoun mil gueach kaeroc’h ebarz enn env.

Ann holl draou hon euz guelet, e oe great e nebeutoc’h amzer eghet eur bloaz, pa’z eo guir e oa savet ann tabernakl enn he blom, ha peptra renket enn he bras d’ann deiz kenta euz ar miz a zigore ann eil bloaz ma eo deuet ar bobl er meaz euz ann Ejipt. Kement-se a c’hoarveze etro miz meurz 2514 goude krouidighez ar bed, 1490 araok donedighez Jezuz-Krist.

Moïzes a zakraz ann tabernakl hag ann traou a oa enn he zervich gant eol ar zakradureziou, hervez ma eo merket er pennad xxx ; sakri a reaz ivez Aaron hag he vipien, guiska a reaz d’ezho ho dillad beleien hag e reaz eur zakrifis da Zoue var eunn dro gant-ho. Ha Doue a ziskouezaz c’hoaz he gountantamant dre eur mirakl braz. Eunn tan burzuduz, a ziskennaz var ann aoter, hag a zevaz loened ar zakrifis gant ann traou all a oa bet kennighet da Zoue. Ar bobl, o velout ar burzud, en em strinkaz he fas d’ann douar da adori Doue, gant doujanz, levenez hag anaoudeghez vad. (Levitik ix, 23, 24).

Er c’hiz-se e vez sakret, pe vennighet, enn hor relijion-ni kement tra a zervich endro d’ann aoter ; ha sakramant ann urz a ro d’hor beleien ar galloud da ober ho c’harg hag ar c’hras d’he ober ervad.

Levenez santel eunn deiz ker kaer a oe troublet gant eur goall daol, pa zonjer nebeuta. Var ar pardez pa oe deut ar mare da ellumi kleuzeuriou ar c’hantoler braz, ha da zevi ezanz var aoter ar c’houesiou mad, Nadab hag Abin, mipien kosa Aaron, a gargaz ho ezansoueriou euz a eunn tan ha n’ho doa ket kemeret divar aoter ar zakrifisou-losk, evel ma c’houc’hemenne al lezen hen ober. Lakaat a rejont ho ezanz var a glaou-ze ha ne oa ket bennighet, hag e kennighent ar vogheden anezhan da Zoue var aoter ar c’houesiou mad. Kerkent eunn tan burzuduz deuet euz ann aoter, ho devaz ho daou hep suilla nag ho c’horf nag ho dillad. Ann holl a oe strafuillet. Moïzes a gonzolaz Aaron, o rei d’ezhan da glevet ne oa ket eur pec’hed marvel fazi he vugale. Mes ret e oa da Zoue rei eur skouer, evit ma vije miret lidou he relijion evel ma en devoa gourc’hemennet. Hag euz a berz Doue e tifennaz out-han hag ouz he vugale all ober kaon, dre ma oant beleien ha konsakret da Zoue (Levitik. x. 1.)

Na dostaomp morse ouz ann aoter, nag ouc’h sakramant ebed, nemet gant tan karantez Doue enn hor c’haloun, ha nann eunn tan estren, evel ma ve re vraz karantez evit ar grouadurien.





DIVEZ ANN EXOD.
  1. C’hoant am boa da lakaat ar gher Exod e brezounek, ha da henvel al levr-ma Levr ann tec’h ; hoghen dizaliet ounn bet.
  2. Meuriad Levi : La tribu de lévi.
  3. Henaoured Israël. Da lavarout eo, ar re gosa etouez pobl Israël.
  4. Helavar pe loquansus.
  5. Envoada, a zinifi ober ar Circoncision.
  6. Guiraerien, tud ar guiriou
  7. Tri fintad, pe tri chopinad ; ar pez a boëze var dro pevar liour, pe daou ghilogramm.
  8. Henaoured : Ar re gosa, ann ezac’h veur.
  9. Droug-atred : E gallek : Déroute.
  10. Ar gher Sabbat a zinifi ehan.
  11. Sakrifisou e pere e vije dèvet al loened ; e gallek : holocaustes.
  12. Lezennou da zerc’hel ann urz vad etouez ar bobl.
  13. Aour kannet, da lavarout eo, aour labouret gant ar morzol.
  14. E gallek : Embuches.