Levr trede - Chap. XVII.

Rouville, Alexandre-Joseph de (peotramant: Abbé d'Hérouville)
troet gant G*** L*** (Guillaume Le Lez).
Victor Guilmer, 1836  (p. 298-302)


CHABIST XVII.
Eus a zouçder maro an dud just.


Ar Servicher

Ret e ve compren, ô Guerc’hes Vari ! ar garantes en devoa Jesus evidoc’h, evit caout un ide benac eus an deliçou a bere e carguas oc’h ene, var ho maro.

Ret e ve compren peguement e cariac’h Jesus, evit caout un ide benac eus ar mill ha mill dransport santel eus oc’h ene, pa dostae ar moment eurus pehini oc’h unissas parfætamant gant an hini ebqen a gariac’h dreist pep tra.

Renta a rejoc’h ho c’huanad diveza gant qement a dranqilite evel pa vijac’h o commanç ar c’housq an douça.

Ah ! pe seurt aon a elle da gaout, var e maro, eur verc’hes pehini ne devoa bet jamæs clasqet plijout nemet da Zoue, ha pehini n’e devoa estimet nemet ar pes a selle ous Doue ; eur verc’hes, pehini ne devoa clasqet var an douar, a eürusdet nemet e Doue, ha ne devoa bet qen ambition nemet da blijout dezan ?

Mari.

Мar fell deoc’h, va mb, en deis ma quittaot ar vues-ma, caout pers en deliçou, en douçderiou eus va maro, na laqait qet ho ponheur e madou ar bed-ma.

Ra varvin[1] a varo ar re just ! Chetu, ar beden a ra an oll gristenien.

Mæs nebeut a so anezo a guement o defe evit ar madou eus ar bed-ma eur galon qen distag evel ma zeo hini an dud just ha santel.

An darn vuia, great oll evit an êe, ne sonjont gouscoude nemet en douar. En deis ma ranqint quittaat an douar, pe seurt esperanç ho devezo-hi da vont d’an êe ?

Jesus ne ro pers en e eürusdet nemet d’ar re ho deus, hed ho bues, great ho bonheur eus e garantes.

O peguen consolant eo stad un den just pehini, e fin eur vues leun a dentationou hac a souffrançou, a jouiss gouscoude eus a beоc’h eur goustianç dibec’h !

Da heur ar maro, eur рec’her ne vel é Jesus nemet eur barner cris hac impossubl da zouçaat : ar c’hristen mad ne vel e Jesus nemet un tad leun a vadeles.

Pec’het en deus epad e vues, martese marvelamant hac alies ; mæs n’en deus qet gortozet heur ar maro evit ober pinigen.

Hac oc’h-pen, ar sacrifiç a ra eus e vues, a galon vad, sacrifiç pehini a uniss, en e speret, da sacrifiç ar groas, a so evintan eur sujet vras da esperout e Doue hac en e drugares.

Abaoue an deis e pehini en em roas tout-a-fæt da Zoue, en deus combattet bepret an drouc-speret, e voal inclinationou, evit chom fidel d’e Zoue.

Petra a alfen da c’hortos nemet ar gurunen a justiç hac a eurusdet ?

En a vezo doue evidoc’h, va mab, gallout lavaret, evel Jesus, pa dostaï ouzoc’h ar maro : Quittaat a ran[2] ar bed-ma ha moonet a ran da gaout va zad. Monet a ran da guemeret possession eus an heritaich destinet din gantan.

Va zad,[3] me am beus ho clorifiet er bed. Great am beus ar pes ho poa commandet din. Glorifiit ac’hanon brema. Pliget gueneoc’h rei din pers er c’hloar oc’h eus prometet d’ho cuir vugale.

Pa ves dalc’het al lamp leun a ëol hac allumet mad, na ves qet a aon da glêvet lavaret : Chetu[4] erru ar pried ; it d’e rencontr.

N’em bige james credet, a lavare un ene santel var he maro, n’em bige james credet e vige qement a zouçder o vervel.

D’ar maro, particulieramant, e ro Jesus da santout d’ar re er c’har peguement, en effet, eo dign da veza caret.

Pa ves bet, hed ar vues, mæstr var eur galon, ne bermet qet e teufe ar galon-se da vancout a fidelite dezan var e heur diveza.

Er c’hontrol, renta a ra an ene-se henvel oc’h eur c’houlaouen allumet, pehini, oc’h en em vouga, a ro eur sclerigen vrassoc’h.

Bevit eta en eur garantes sincer evit Doue hac e varfot en eur garantes ardant evintan.

Ar Servicher.

Ar breciussa eus an oll graçou, ô va mam ! a alfen da souhæti ha da c’houlen digant madeles Doue, a so mervel e santimanchou conform d’ho re-c’hui.

Goude heza bevet e carantes Doue, eus a garantes Doue hac evit carantes Doue, oh ! pebes desir ho deves an eneou just da vervel ive dre garantes Doue !!!

Chetu eno ar pes a ve ive va brassa desir. Mæs, ha permetet eo da eur pec’her eveldon-me caout ar sort desirou ?

Da viana, ô Guerc’hes sacr ! me ho suppli da obten din digant Jesus, pehini a so carantes veritabl evidon, ar chraç da gaout eur pers benac er maro-sе a garantes.

Pebes bonheur ! bonheur en tu-all da guement bonheur a alfe beza agreabl da eur galon !

Mervel en eur garet Jesus, en heveiep fæçon ma ve an diveza huanad eus ar vues un huanad a garantes !

O va Jesus ! ô va Salver ! va Doue, accordit din ar faveur vras-se meurbet. Me he goulen diganeoc’h, en hano ar garantes infinit en deus evidon ho calon adorabl, ha dre ar garantes eb musul e deus bet evidoc’h calon he mam santel ar Verc’hes. Evel-se bezet great.



  1. Num. 23. 10.
  2. Joan. 16. 28.
  3. Id. 17. 4. 5.
  4. Mat. 25. 6.