E korn eur c’hoad, ma-unanik,
War ma zac’h o tiskuiza,
Ma spered a nij goustadig
’N ho kichen, ma dous Anna.
’Us d’am fenn, luc’hed a gounnar,
E c’houiban ar boulejou ;
Ouz ma zreid e kren an douar
Gant kurun ar c’hanoliou.
Annaïg pegen frelzus,
E-kreiz reuziou ar brezel,
Sonjal e peuc’h karantezus
Ha koantiri Breiz-Izel !
O ma Beiz, ma bro vinniget,
Nag ez eo dous ho hano !
Tridal a reer ouz hen klevet
E-kreiz danjer ar maro.
Na pegouls e teuy an devez
Ma adkavin adare
Ma mamm dener, ma ziegez,
Ha mousc’hoarz ma c’harante ?
Laret d’in, Annaïg karet,
Hag hen ’vo bloaz avalou,
ha yac’h eo an holl vignoned,
Ha digor ar pardonniou ?
Touet c’hoaz n’ankouafet biken
Neb a anvet ho mignon…
Ne doujin fuzul na sabren
Pa vin sur eus ho kalon !
Laket ’m eus ar groazig santel,
’Poa roet d’in o kuitât,
E korn ho mouchouer godel
Ruziet diou wech gant ma gwad.
Gant seurt tenzor war e galon
Ha sikour ho pedennou,
Soudard Breiz a vo dispouron
Ha miret en danjeriou.
Koulskoude, mar deo d’in laket,
Me ’varvo leun a fizians
Evidoc’h, ma muian karet,
Evit Doue ha bro-Frans !…