Lizerou merquet.— Digoradur al lannéger

◄   Unecved Pennad. — Guergéou ha doaré ober ar sit Lizerou merquet. — Digoradur al lannéger Trizecved Pennad. — Doaré mirout doc’h ar c’hlenvéchou   ►




DAOUZECVED PENNAD.


————
LIZÉROU MERQUET. — DIGORADUR AL LANNÉGER.


————


Lacaad perc’hen an douar da c’houzout en dévezo talvoudégues er guellidigues al labour.
Discoës dal labourer ar pez a zlé gouzout zi var ben ar gonnidegues ha digas ar gouiegues-zé é bep lec’h.
An eb a voasq é velour a zistéra é zouar.
J. Bujault.


Lizérou merquet.

Al lizérou merquet zo peurvuia a ré ver-amzer ; ancounac’haad a réont da lacad an tiec en eun doaré postec a zo red evid guellaad gonnidégues an douar. A-bel-zo an ancounac’h-zé zo bet discoëzet gât ar ré gouieca : perc’henned an douar hô dijé talvoudégues Lizérou a zrivec’h loas.

matreze da zigas padélez al lizérou bétec trivec’h loas, en oc’h derc’hel an tu dhô zerri pa zigouëzo ober, da lavarout, pa falaï an tieguès gât unan dré zivouéri e laboura gât eves.

Guellidigues ar gonnidegues a zo arzet ivez dré ar Discarg an douar.

c’hargou stard a zo é meur a fesson var an douar. Né ziscoëzin quet amâ é pé c’hiz ar c’houarnamant alfe biannaad é zispignou, na quénebeut pé seurt danveziou-al chom é meaz ar c’hargou ; discoëz a rin eb quen penaoz ez eo douguet da deurel atao ar vrassa beac’h var an douar. Couscoudé, dré an urz guir ha léal, pep tra en deus dalloudegues a renq diguemérout é lod deus ar beac’h, ha red eo, evit guellaad ar gonnidegues, dissamma an douar ; rac, sulvuia é léqueer cargou var-nan, sulvuia é nem den ar guir-arc’hant diontan, abalamour ma gav lec’h al muioc’h a dalvoudegues. An dra-zé a zo evit eun dra bennag ô virout an tieien da gaout arc’hant da ziguémérout var lévéou izel avoalc’h ; ervez hô ezom.

Credi eller ma véfé dissammet an douar doc’h lod deus é beac’h, ar vélourien alfent caout quentoc’h gât perc’hennet an douar distolet, lizérou trugarézusoc’h evit hô eassaad béva, guellaad al labour ha cresqui pinvidigues ar vro.

Arzou vrassa zo ô virout gonnidegues an douar da vellad.

Brema, ar mélour, evel eo bet lavaret, né deus quet dira-z-an amzer padus avoalc’h évit béza c’hoantus da guellad é zouar. En é arc’han ez do quer prim, ma né deus peurliessa nemet trevoalc’h da veva distéric ; penaoz a rafé, pa ziouer dar gonnideien caout arc’han da ziguémérout doc’h hô ezomou, nemet en oc’h paéa lévéou mizus ha goal stard ! A-hend-al, goudé en devesô cresquet dalloudégues an douar, allo mont, pa zigouezo an termen, gât eun al, ma né fel dézâ roei muioc’h dé aotrou. Dré an dra-zé né deus quet calz a c’hallout da zigas treaz en é zouar evit é guellad, na da zizoura ar gé c’hlib, na dober quément tra a véfé red, rac labouret a rafé eb digol, peurliessa evit é aotrou ebquen.


Ali an aotrou Leclerc-Thouin var al lizérou a-ber-amzer.

« Padélez al lizérou, a lavar an aotrou Leclerc-Thouin, zo eun dra ac a c’houl eves ; rac guellidigués eller ober dan douar, né dellont német gât an amzer ; léal vizé roei dar mélour amzer da gaout an talvoudegues deus é labour. Pa gouêzer mad, aliez tamaller a enep-guir ar vélourien, abalamour né vellaont quet hô c’hiz labour. »


Ali an aoutrou Gasparin zi var ben ar muia- daloudegues a ô ar melour dan douar.

An aotrou Gasparin, en eul Léôr var gonnidegues an douar, a guinig dar berc’hennet douar eur c’hiz lizérou lec’h anavézer ha digoller ar mélour dré ma vella gât-an an tiégues. Mar gred ar mélour en deus guelleed é zouar talvoudegues cant scoëd, en oc’h quinig dé aotrou quément-zé a gresq var al lizer côz, emâ renco ober lizer adarré gât-an, ha ma né fel ober, é dléo paêa mil scoëd dar mélour barz e cas cuit, da lavarout anter doc'h guir al lévéou nevez en deus-hen quiniguet dezan.

Euliet ga an aotrou Kerjegu.

An aotrou Kerjégu, pini a rén scol-labour Trévarez, ac em eus anvet c’hoas meur a vech, ô tiguémérout ar c’hélen-zé, en deus roëd dé vélourien lizérou envelep. Rô a ra dar mélour anter deus ar guellidiguès discoëzet, da lavarout : mil lur dré gant luriou lévé cresquet gât an tiec ; ar perc’hen a zlé roei eul lizer nevez dar mélour evil eiz bloaves, en oc’h cresqui ar priz côz deus ar muia-talvoudéguez, anavézet gât ar prisachourien. Mes erves né zlé quet nem zizober deus é zouar, ar perc’hen né roeio nemet pidir lizer a eiz bloaves dar mélour. Neus quet quement-sé a zivoal el lizer an aotrou Gasparin, ha ned eo quet red : neller guellad an douar német bétec eur poënt-zo, ha né gollo quet unan é ziéguès evit é roei biquen dan evelep ini, pa eo guir cresquer ar c’hoan-miquel pep lizer névez, ha peb bloas é renq beza paêet gronz.


An aotrou Gasparin né c’houl prizachour ebet nemet an tiec é-unan ; é c’hinig a ziscler ebquen ar guellidigues a gred beza roed gât-an dan tiegues. An doaré-zé zo guelloc’h evit al labourer, ha E pé fesson al beza dister talvoudegues al lizerou discoëzet bremaïc.

né ra col ebet dar perc’hen. Er c’hélennou lizer discouëzet ama, é vijé matrézé talvoudussoc’h evit an tiec né gaout netra, evit ar guellidigués gred var an tiégues, ha mirout douguen ar c’hresq léqueer dezan var ar priz ; rac daloudegues an idou ac al loënnet al couëza quen aliez ha mont quen izel, ma zeo avechou dieaz, avechou al neller quet zoquen, paêa eur priz uel. A-hend-al, roei ebquen eur lizer padus, al douguen unan trevoalc’h da guellad é labour, ha bez eo a-vremâ eun digol deus ar guellidigues a roio dan tiégues queit a ma vezo gât-an ; cousooudé, né zigoler quet er guissé léal ayoalc’h an tiec, ma zeller oc’h al labour ac ar mizou, da gaout tremp ha treaz, a renquer ober pa vellaër an douar ; ispicial evid digueri lannéger.


Lizer al eus an aotrou Gasparin, gât gajou evit guellaad an tiégues.

An aotrou Gasparin a ziscoêz c’hoas eur c’hélen lizer guelloc’h evit ar vélourien ac ar re diaraoc. Bremâ, é-mé-z-an, leverer dan tiec : « labour, guella da diegues, neuzé cresquin ta goan-mikel pé az cassin é meaz, dal ma cavi ar c’honnid deus da boan ha deus da vizou. »

Goudé beza comzet éguissé, discoëz a ra, éguis an tu guir da roei caloun dar mélour evid guellad é labour ac evid guellad ar gonnidégues er vro é ber amzer, al lizer gât gajou. Cetu ar c’helen a rô deus al lizer-zé : gajou evit ar prajejer a-ber-amzer, eus a béré né vezo quet adet ouspen palefras deus an douarou : melchennou, deud mad, adet var idou meurs bloaves cuitaat pemp lur varn-uguent dré zéves arat. Evit ieotennou al, padussoc’h ha talvoudussoc’h, e rô gajou brassoc’h. doc’h an oad ha doc’h ma zint founus da droc’ha. Gouézout a reer eaz avoalc’h péguément an doaré lizer-mâ, eller eulia evid quement seurt guellidigues, en dijé a nerz evit alia an tieien da guellad ar gonnidégues [1]. A-hend-al, sulvuia é vezor carantézus evid guellad doaré ar mélour, sul-vuia é carint ivez an dud a danvez. Ma teufé ar c’hentel-ma, evit anavézout ar guellidigues roëd dan douar, da veza diguéméret é touez ar berc’henned, an dud-guirion, a reiz bremâ ar ez a zel oc’h al labourérien kear, alfént beza savet ivez var meaz da Tud guirion da reiza ar gonnidégues var meaz.

reiza ar pez a zel oc’h gonnidégues an douar. An dud guirion-zé, anter perc’henned douar ac anter mélourien, rôfent dan eil ré ha dar ré-al ar guella cred da veza gouiec ac éon, ac é vigent en hô frizach, guiroc’h evit ar prizachourien dré vicher. Hi hô défé ar varn deus a guement tra a zelfé oc’h al labour var-meaz, ha reiza rafent léal talvoudégues ar guellidigues gred var an tiégues, ac an darn gajou dled dar mélour, eb ober col dar perc’hen, nac é lacaad da zouguen cargou diguem gât é danvez. Ouspen unani a rafent an dud pa sao étré-zô, aliez zivar ben traou distéric avoalc’h, ac é c’héont, étré daou-arn an dud a lézen, da brossezou paduz, pére a gas anézô var netra.


Digoradur al lannéger.

Credi reer, en doaré dibostec é mâ bremâ, ne deus quet an tiec calz a galoun evid diguéri al lannéger nac ober prajeier er ieunou pé er stanquennou dourus é caver quen aliez al er vro. Gonnidegues an douar a jomo ta eb guellaad calz, al lannéger chomint dilézet, queit a né zigoler quet al labourer en eun doaré léal ha talvoudus. Caër zo ivez roei gajou evit alia diguéri al lannéger, né reer nemet nebeut : ar berc’henned douar ebquen a zifrost lannéger, rac neus nemet-hô Ned eo talvoudus nemet dar berc’henned douar.

a guéont talvoudegues oc’h ober ar seurt guellidigués-zé. Ar c’hajou, péré a zigouez ol gât-hô, né réont quet diguéri eur meteut douar : ned eo quet abalamour da gaout gajou é reont douar labour doc’h douar lan ; ar ré hô deus anezô nhô deusquet ezom da veza aliet en doaré-zé. A-hend-al, ar gonnideien, eus hor c’hartériou a zouarou dister, ac ellout alfent gât Petra zo c’hoas ô c’harza digoradur al lannéger.

furnez clasq difrosta an douarou ien, pa hô deus an douarou labour hô-unan quement a ezom da veza guelleed ha da gaout treaz ha tremp ? E dléer caout teil dreist an ezomou, caout a renquer da deurel founus en douarou labouret ha beza crê avoalc’h evit cas lec’h al, aroc clasquout digas an allar, el lannéger ; ha c’hoas né dléer ober nemet gât eves ha peb a nebeut. Bremâ pa guir ez eo prim an teil en tiéguéchou a zi-abarz ar vro, quempen ar foënneier ac hô doura, guellaad ha dizac’ha an toualc’hennou ac ar ieûnou, evit cresqui ar foën, pini a rô an teil, dléont ta, evit ober gât squiant ha talvoudégues, beza gred diaguent diguéri lannéger. Mes, arabat é ancounac’had : evid guellaad, ar mélour en deus ezom beza gouiecoc’h ha caout lizerou padus. Evel en deus lavaret unan benag :

« Dal ma roor dal labourer an darn a zléfé caout dré léalded, pa en deus cresquet taloudégues an douar ; pa vezo en é ziégues en eun doaré postecoc’h, quema raï é boan ac é nerz, evit guellaad ar gonnidégues, doc’h padélez é lizer. »


————
  1. Al lizer gât gajou a zigol an tiec eb goasqua ar perc’hen ; rac emâ a c’honnez var cresq taloudégues é danvez en eun doaré a zo dreist an digol disler a c’houlenner gât-an. A neuzé, al lizer a verg é pé c’hiz al ar mélour guellad, ha nalquet ober dreist ar c’her-zé.