Loden gentan — V.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 10-12)



§ V. — SANT JERMIN EN BREIZ. — EMGANN AN ALLELUIA


Er mare-ze e veve en Rom eur manac’h breton, hanvet gant ar Romaned Pelagius : en e vro e touge an hano a Vorgan, gir hag a zinifi, evel Pelagius, ganet eus ar mor. Hag hen da skrivan levrio a oa dislivet enne ar fe gatolik : war e veno, n’an eus ket ezom an den eus gras Doue evit ober ar vad. Raktal e savas eneb ar fals kreden-ze mouez an doktor bras, sant Ogustin, ha raktal ive e oe kondaonet gant ar Pab.

Memes tra e plijas da veur a vanac’h hag a veleg breton.

Nec’het bras e oa ganti an eskibien, hag int o c’houlen sikour digant Rom. An Tad Santel ar Pab a gasas d’ê daou eskob eus Bro-C’hall : sant Jermin, eskob Auxerre, ha sant Loup, eskob Troyes. ’N eun daou vlâ e teujont a-benn da vougan fals-kreden Pelaj. Neuze e tistrojont d’o bro. Koulskoude sant Jermin, eur wej all c’hoaz, ar blâ 447, a reas eun dro en Breiz evit gwelet e venec’h.

Jermin na oa ket awalc’h d’ean stourm ouz fals-kreden Pelaj. Fellout a reas d’ean ive sevel manatio elec’h ma vije kavet menec’h disket mat, gouest da rei d’o zro d’ar gristenien eur gelennadurez reiz ha gwirion : ne oa, koulz laret, nemete a veleien hag o abad an nevoa ive ar peurvuian ar garg a eskob. Lan-Iltud[1], Lancarvan ; Ti-gwenn ha Bangor-Is-koed, setu ar manatio ar vrudetan a zo bet savet en Breiz gant sant Jermin pe da vihanan gant e ziskibled.

An hini anê a anaveomp ar gwellan (ni Bretoned Arvor) eo sant Iltud. Ouspenn ma reize ervat e venec’h war hent ar zantelez, o c’hentelie ive war bep sort skiancho : e vanati a oa zoken eun ti-skol evit bugale ar roueïgo ha penno bras ar vro. Eno eo bet skolaet sant David pe Divi, a chomas dalc’hmat e Bro-Gymri ; eno ive sant Gweltas, sant Leonor (en galleg Lunaire), sant Pôl Orelian ha sant Samson, a welfomp, ne vo ket pell, o vont da vevan ha da vervel en hon Bro-Arvor.

Ar pez an neus talveet da sant Jermin dont a benn, e-touez Breiziz, eus kement a labourio, eo a dra-zur, e tu-hont da c’hras Doue, e volante didrec’h, nerzet gant eur fe birvidik. Mes an tôl zikour a roas ar zant d’ê, ar blâ 430, enep da Skosiz, o gwaskerien, an neus, a dra-zur, kresket warne e grog.

E oad o lidan gouel Fask hag eur strollad Bretoned a oa o paouez bean bet badeet gant sant Jermin, pa lampas warne eur vanden Skosed (ar re-man a oa c’hoaz tud divade). An eskob a oa bet gwejall komt ha mestr arme. Setu perak hen gwelomp dioustu o reizan e gristenien neve evit mont d’am emgann.

Ha goude m’an neus intanet o c’halono gant an tan a deve e hini : « Dao d’ei breman ! emean. War rôk d’hoc’h enebourien, ’n eur huchal a bouez ho penn : Alleluia ! »

Prest goude e oa dornet Skosiz ha dornet a-blad. Heman ê an emgann a rêr anean « emgann an Alleluia ».

  1. Lan a zinifie gwejall douar sakr eur manati pe eun iliz.