Loden gentan — VII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 14-16)



§ VII. — EUR SROLLAD BRETONED AC’H A DA VRO-ARVOR. — O HANO HAG O YEZ


Perak an hano a Vreiz-Vihan ? ’Toue zur, deut ê bet Bro-Arvor da vean merc’h da Vreiz ; poblet ê bet gant tud ganet en Breiz.

Etre ar blâ 460 hag ar blâ 600 e tigoueas d’ei digemer eun toullad mat eus bugale Breiz, ha setu aman penôs.

Dre fors bean boutet ’trezek ar c’huz-heol gant ar Zôzon ha gant an Angled, e renkas Breiziz lezel gante ’pez a douar plen o devoa en o bro, hag en em denn elec’h ma oa meneio, en Kymri hag en Kornwall, diou vroïg hag eman etreze gwazien-vor ar Severn. Mes ar vroïgo-man a oa re enk evit magan kement a dud, ha dre-ze e sonjas meur a rener klan[1] pe a rener manati en em divroan ha mont gant o zud pe gant o menec’h da glask repu en Bro-Arvor : ar vro-man a oa an dostan d’o hini ; gout a ouient ive e oa evel diboblet, hag e oa ar pezig a dud a vage eus ar memes gouenn hag int.

Hag en gwirione, deut e oa an Armorig[2] da vean evel eur gouelec’h[3], dreist-oll war hed tôl d’ar mor. An Alaned, eur bobl barbar an nevoa tôlet warni ar jeneral roman Aetius evit en em dizamman dioutan, o devoa he flastret wardro ar blâ 450. Mes ar Zôzon, al laeron-vor-ze hon deus gwelet o c’hoari o reuz en enez Breiz, a deue, pell e oa, gwej ha gwejall, da skrapan, da danan, ha da lac’han en hon gourenez. War an arvor, emichans, e kouee kentoc’h o c’hraban : distrujan a rejont kement kastel ’devoa savet ennan ar C’halloed-Roman. Mes a wejo n’espernent ket an argoad.

Ezet mat ê gout e pellae an dud, lezet hep difenn gant ar Romaned, diouz an ôd, ha zoken diouz ar c’hourenez evit mont d’en em waskedi en argoad, betek en Bro-C’hall.

Ha setu penôs en em gavas Bro-Arvor kazi didud pa zouaras enni ar strollado Bretoned hon deus gwelet o kwitaat o enezen rak ar Zôzoù. Mes o vean ma rêd d’ê digemer mat gant pez a Arvoriz a oa chomet en o bro, ec’h arrue stank ar bagado ha kalz a dud e pep-hini anê. Mar sonjomp e talc’h hon gourenez d’o digemer e pad kant vlâ d’an nebeutan, n’hon deus ket da vean souezet o welet anei, ’rôk ar blâ 500, o tougen eun hano neve, an hano a Vreiz, roet d’ei gant Breiziz, he zud neve. Breiz-Vihan a vo grêt anei a-wejo, evit he dishanvelout diouz enezen Breiz-Veur. Mes ar peurvuian e vo hanvet Breiz berr ha berr. An diou loden a Vreiz-Veur a zo chomet c’hoaz enni Bretoned a vo roet d’ê an hano a Gymri hag an hano a Gornwal[4].

’N eur chanj a hano e chanj ive tud Arvor hag a yez hag a relijion. Rak, evel ma lavar ar barz Kymro Taliezin wardro ar blâ 800 : « Ar Zôzon o devoa diframmet pep mad digant Breiziz, nemet o hano, o yez hag o Doue. »

Pa goustas ken ker d’hon zado koz mirout an tensorio-ze, n’eus ket ezom da c’houlen hag-en e teuas gante o yez da Vro-Arvor. A -benn ar blâ 550 e c’heller laret e oa trec’h ar brezoneg d’ar briz-latin a gomze Arvoriz, ya, ha trec’h er c’hourenez a-bez, adalek abati sant Vaze betek ster ar Vilan, nemet endro da Roaon. Penôs e tigoueas d’hon yez kaer, pevar c’hant vlâ goùde, tec’hel diouz Breiz-Uhel ha souzan betek bro Sant-Briek, n’eman ket war-non hen displegan : re bell e trofen diwar ma hent.

  1. Ar c’hlan a oa eur strollad tud hag a zente ouz ar memes penntiern (penntieg).
  2. An hano ze a roe ar Romaned da Vro-Arvor.
  3. Désert.
  4. Daoust d’an hano a Cornouailles a roer d’ar vroïg-se en galleg, n’eo ket hi maeronez da Vro Gernev (Cornouaille en galleg).