Loden gentan — X.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 20-24)



§ X. — KYMRIZ A VIR O YEZ. — AR VARZED HAG O MARVAILHO. — AR ROUE ARZUR HA MARZIN


Mes ar brezoneg, daoust ha dalc’het o deus d’hen komz ?

Ya, ha ken beo hen mirjont ma komzed c’hoaz ar c’hornaeg, mil blâ goude, en Kornwal. Wardro hanter an 18et kantved hepken e varvas an hini diwean eus ar re hen komze.

Ar c’hymraeg, ac’h ê bet c’hoaz gwelloc’h e zoare. Hen a zo beo c’hoaz ha komzet gant an daou villion bennak a dud. N’ê ket e vefe bet hep enebourien. Oh nan ! Aboe ar blâ 1536, m’o deus renket Kymriz plegan da rouane Bro-Zôz, ec’h int bet gailhet e pep sort stum ’n askont d’o yez. Mes stourmet o deus ha trec’h int bet : disket o deus ar zôzneg, mes hep ankouât ar c’hymraeg. Hirie, herve eur lezen neve votet, e tle o mestro skol diski d’o bugale hen lenn hag hen skrivan kenkoulz hag ar zôzneg.

Gwir eo e talv bemde ar c’hymraeg ar zôzneg, dre m’eo bet a-viskoaz studiet ha dre m’eo bet impliet evit ober levrio kaer ha mat. Bet ’zo eun amzer zoken, etre ar bla 1.000 hag ar bla 1.300 hag e roe Bretoned Kymri an ton da lizeradur Bro-C’hall. Setu aman perak.

Unan eus ar rouane o devoa ar muian stourmet ouz ar Zôzon, eur roue hag an nevoa talveet d’ê meur a wej an trec’h, Arzur e hano, a vije meulet alies epad e vue gant ar varzed, da laret ê gant ar ganerien ouiek. Mervel a reas wardro ar bla 550, ha diwar neuze e kaner hep paouez pez a reas a gaer en e vue ; plijout a rê kement-se d’ar varzed ha d’ar re o chilaoue, dre ma kavent en gloar o roue bras evel eun digoll ouz gwalen eur brezel dismantrus. Ha seulvui ma tevalae gant an amzer ar sonj sklêr ha just eus ar pez a reas Arzur en e vue, seulvui e vije livet, war gaerât emichans, ar wirione. Kement ha ken kaer a reas ar varzed dre o skrido hag o c’hanaouenno, ma teuas o roue da vean evite, a-benn tri c’hant vla, eur brezelour didrec’h, re d’an oll vrezoulerien a oa bet war an douar. Gwir ê e oa bet trec’het ha lac’het en emgann Kamlann : mes dre dreitouraj ê an hini a oa. Marzin, ar barz divinour, ha Taliezin, eur barz-all, kemeret gante korv o roue, ac’h eas d’hen kuzan en gourenezig Avalon, elec’h m’an nevoa savet Josef Arimati eur chapelig d’ar Werc’hez ha ’lec’h ma oa neuze eur manati brudet[1]. Eno, herve ar varzed, e kousko Arzur ken ma teuio, eun de bennak, da zihuni, da stourm ouz ar Zôzon ha da lemel e ziou Vreiz eus a dre o c’hraban. Ya, e ziou Vreiz, rak Bretoned Kymri n’ankouaent ket o devoa breudeur en Breiz-Vihan, breudeur hag en em glemme ive diouz an enebour miliget.

N’em eus ket ezom da laret e lake ar varzed o roue burzudus da dremen dre Vreiz-Vihan. Eno ive e oa enebourien da Jezus-Krist ha, dre-ze, peadra da c’hoari ar c’hleve. Setu perak e kontent d’imp ar strobinello (enchantements) an nevoa grêt Marzin, barz Arzur, en forest Brekelien[2]. Homan a oa goloet ganti d’ar c’houlz-se eun tri c’hart eus hon gourenezen. Kavet an neus ar strobineller eno ar voudig Gwibiana ha roet d’ei eun hanter eus e galon. An hanter-all an eus miret evit e roue. Hag e welomp anean o vont hag o tont, ’n eur nijal kouls laret, etrede o daou, evit mont tro-ha-tro da zikour unan ha da diviz gant eben.

Marzin a dremene ive evit eun divinour ; kridi a rêd ec’h anavee an treo da zont. E touez e diougano e kaver homan : « Eus Konan e teuio eun houc’h goue a vrezel ; lemman a rei e zent ouz dervenno Bro-C’hall ; troc’han a rei ar gwe bras ha gwaskedi a-rei ar plantenno munut ». Ha setu Bretoned Arvor, er bla 1186, o lakat en o c’hreden ec’h ê diougan Marzin da zont da wir. O duk Jafre Plantajenet, eur mab da Heri, roue Bro-Zôz, a varvas, ar bla-se, hag e intanvez, an dukez Konstansia, merc’h d’an duk Konan, a c’hanas eur pôtr bihan. E dad koz a felle d’ean e vijet bet hanvet Heri eveltan. « ’Vo ket, ’vo ket, eme ar Vretoned ; Arzur e vo e hano. » Kridi a rênt e oa ar bugelig Arzur-Veur, savet eus gourenezen Avalon, ha deut da hadvevan en Breiz-Vihan evit kas kwit ar Zôz miliget. Ha bean o devoa seulvui a fians, ma tiskenne an duk Konan eus Alan-Veur ha ma tremene heman evit bean eus ligne Arzur-Veur. Tridal a rê o c’halono gant al levenez. Siouaz ! Kouean a reas abret o esperans ! Goude bean bet labouret evit kriski gloar e vro, e koueas an duk Arzur, c’hoaz yaouank flamm, er pech a varo a stignas d’ean e yontr Yan Dizouar, roue Bro-Zôz (1203).

Piou ’ta, benn ar fin, a argaso ar Zôzon eus Breiz-Vihan ? Den ebet ? Geo, hag eun Arzur e vo, Arzur III, duk a Vreiz, komt a Richmont ha konestabl a Frans. Ha n’ê ket hepken Breiz a vo dilivret gantan, mes Frans a-bez : hen eo a roo skoazel da Janed Ark evit kas kwit ar Zôzon hag a beurachuo he labour (1428-1453).

Mes setu ni, lenner ker, e-kreiz liorz an istor gant Arzur III, an duk a Vreiz-Vihan, hag-hen e oamp bremazonn e liorz ar marvailho gant e baeron, ar roue burzudus a Vreiz-Veur.

Ah ! Marzin, Marzin ! te eo, gant da walen a zorser, an neus c’hoariet d’imp an dro-ze ! Eun tôl breman ganti, ’vit da binijen, ha kas ac’hanomp seiz pe eiz kant vla a-dre. d’an amzer ma oa barzed an diou Vreiz o vrodan kontadenno war bue o brezelour dispar.

Trugare d’it ha… kenavo. Rak ne fell ket d’in na d’am lenner ober hiviziken ken spontus lamp a dreuz d’an amzer.

  1. Hirie kêr Glastonbury.
  2. Koajo Loudeak, re·Avelgor, Malane, Coat-an-Noz ha Beffou a zo pastello eus forest Brekelien.