Loden gentan — XII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 27-29)



§ XII. — IVERZONIZ HA SKOSIZ EPAD AR BREZEL BRAS ; O FE HAG O YEZ.


Hag e kerz ar brezel hir hag euzus o deus bet Breiziz d'ober ouz o gwaskerien, daoust petra eo deut o breudeur Iverzon ha Bro Skos da vean ?

Rak ar re-man a zo eus ar memes gouenn hag int, Kelted evelte : nemet ec'h int hanvet Goideled pe Gaeled. hag e komzont ar gaeleg. Ne dougont ket an hano a Vreiziz, abalamour n'emaint ket en enez Breiz. Gwir ê e talc'h ar Skosed al lost he deus war du an hanter-noz. Mes bean ec'h int ive Gaeled, kwitaet gante gwejall enez Iverzon evit lakat o c'hraban war gourenezen ar C'haledoni.

Daoust eta penôz eman kont gant an diou bobl-ze breman, da laret ê, wardro ar bla 600 ?

Iverzoniz a zo kristenien, avielet m'int bet gant sant Patrik. Kristenien ive ar Skosed, an dud hanter-oue hon deus gwelet o flastran breman 'zo 150 vla hon zado koz a Vreiz. Sant Kolomba (n'ê ket avat an hini an neus bevet pell en Bro-C’hall hag a rêr anean sant Kolomban), sant Kolamba hag e venec’h o deus donvaet Skosiz ’n eur brezeg d’ê ann aviel.

Hen ê an neus savet en enezenig Iona, ar bla 563, unan eus ar brasan manatio a zo bet en Europ. A benn ma varvas, en nevoa savet tri ha hanter-kant manati ha goneet gant e venec’h da Jezus-Krist ar peurvuian eus ar Skosed. E varo a c’hoarveas ar bla 597.

Mes Iverzoniz ha Skosiz, ’n eur gimiadi diouz relijion o zado evit mont daved Iliz Jezuz-Krist, na larjont ket kenavo d’o yez. Delc’hen a rejont da gomz, darn an iverzoneg, darn ar skoseg.

Koulskoude ec’h int chomet pell warlerc’h Kymriz ’vit ar pez a zell ouz al lizeradur. E oa zoken o yezo o vont da vean laket e renk ar re varo pa o deus en em laket, eun tregont vla ’zo bennak, d’hen komz da vat ha d’hen skrivan. Iverzoniz ispisial a gemer poan evit hadlakat en enor o-yez koz[1].

Er skol-veur gatolik eman an eskibien o sevel en Dublin, ar gêr-vamm, e vo kenteliet ar studierien war ar gaeleg evel war ar yezo-all.

An iverzoneg hag ar skoseg, dre mac’h int komzet o daou gant tud a ouenn Goedel, n’eus ket kalz a gemm etrede : e giz breudeur en em gavont an eil e kenver egile. Eur breurig o deus c’hoaz en Bro-Van ; eun enezenig eus mor Iverzon : 50.000 den, pe wardro, a gomz ar manneg.

N’ê ket dishanval-tre an tri yez gaelek diouz an tri yez breton, da laret e diouz ar brezoneg, ar c’hymraeg, hag ar paour kêz kornaeg (Doue d’hen dazorc’ho !) Mes n’omp ket, ni Bretoned, evit intent an neb o c’homz, dre mac’h int hepken evel kindirvi e-kenver hon yez. Da lenn zoken ec’h int diês, skrivet mac’h int gant lizerenno d’ê o-unan.

Gwelet hon deus beteken petra eo deut da vean, ar blâ 600 pe wardro, ar Gelted hon doa kavet, c’hwec’h kant vla arôk, en enezenno en em gav en tu gwalarn d’an Europ ; paganed e oant, breman ec’h int kristen ; perc’hen e oant d’ar vro a-bez, breman o deus kollet ouspenn an tri c’hart eus an enezen vrasan hag eul loden anê a zo êt da chom da c’hourenezen Arvor. Poblo eus ar Jermani, ar Zôzon hag an Angled, eo o deus diframmet digante ar peurvuian eus o feadra. Da dro ar re-man breman da dennan warne hon zello.

  1. Ar Vreuriez gaelek, a roer eur gwenneg hepken evit mont ebarz, a zo bet savet evit se.