Loden gentan — XVIII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 39-41)




§ XVIII. — IVERZONIZ, DAOUST D’EUR WASKEREZ EUZUS, A CHOM STARD EN O C’HREDENNO KATOLIK


Hag Iverzoniz ? Ar wej-man, ’velkent, ec’h eomp da gât katoliked a fe didrec’h. Pell a oa, rôk amzer ar Refurm, o devoa kemeret ar Zôzon o c’hrenv war Iverzon. Koulskoude, ac’han d’ar bla 1538, ne blegas ket he farlamant d’anzav, evit he roue, hini Bro-Zôz. Ar bla-se e kemeras Heri VIII (dalc’hmat hen kavomp war hon hent o voustran ar gwirio ar muian zakr) an hano a roue Iverzon hag adalek neuze, emichans, e klaskas distagan Iverzoniz diouz ar gwir Iliz : prizon, laeronsi, muntrerez, ne souzas rak viltans ebet evit dont a-benn eus e dôl. Mes aman e kav muioc’h a skoilh evit n’an eus kavet e lec’h-all. Dre zouster ive e c’hoari gant ar penntiernio : poan gollet, da vihanan evit ar peurvuian anê, Gwell ê gante, pa c’houler digante eun dra hag a zo eneb o c’honsianz, terri evit plegan.

Ha setu ar Rouanez Elizabet o teurel warne eun arme gant tri jeneral : torret ê d’ê o divrec’h, emichans. Mes o ine (1640) a zo didrec’h ha setu ’nê, daou-ugent vla goude, o sevel adarre o fenno, dre ma laerer digante o douaro evit pinvikât ar brotestanted sôz, ha ma harzer ’nê da heuilh o relijion. Eiz mil anê a goue war an dachen du-man ha du-hont ’n eur stourm ouz ar brotestanted. Mes gwerzet o deus ker o bue : lazet o deus bet kement all eus o enebourien.

Dek vla goude, eun arme a 45.000 den, komandet gant Kromwell, an hini an neus grêt lac’han ar roue Charlez Ian ha savet ar republik, ac’h arru en Iverzon. Tan ha gwad ar wej-man dre-oll. Biskoaz ken bras krizder ha hini ar Zôzon na oa bet gwelet. N’ê ket hepken ouz soudarded Iverzon ec’h enebont. Ha gant se Kromwell, kemeret gantan kêr Drogeda goude eur zeziz, a ra tremen dre ar c’hleve eur milier bennak a dud hep difenn, o devoa en em dennet en o iliz. En Wexford gwasoc’h c’hoaz : kement den a zo en kêr, bihan ha bras, a zo lac’het en eun tôl.

Hag evel se ec’h ê kont e lec’h-all. Dre fors drailhan tud ha trê e teu ar Zôzon da gaout an trec’h. Mes n’et ket da gridi e lezfont Iverzoniz da vevan breman en peuc’h ha war o zra. Kement den an deus douget armo a zo harluet, epad ma kaser o gwrage hag o bugale d’an Amerik evel danve sklaved. Ar re all a dle en em dennan oll er c’horn douar ar paouran eus an enezen, e tu ar c’huz-heol da ster ar Shanon. Gwaz d’ar c’hatolik a vo kavet en tu-all : mat da vean lac’het gant n’eus forz pesort Sôzon. An taer brovins all a oe lodennet etre · soudarded Kromwell. Ha, ’vit achui eul labour ken dismegansus, e kondaoner ar gatoliked, goude bean grêt gante pevien du, da bêan beleien protestant evit distrei anê diouz o fe gatolik.

Sevel a ra ma c’halon em c’hreiz o kontan treo ken euzus, treo hag ec’h ê eur vez evit tud a rêzon o bean grêt. Mes ret e oa d’in o laret evit rei da intent piou ê hon breudeur Iverzon ha pesort enor o deus grêt d’ar gwir Iliz ha d’hon gouenn keltiek ; ret c’hoaz evit gouzout nan ê ket bet dalc’hmat ar Zôzon pez ec’h int breman, da laret ê, tud hag a briz dreist-muzul al liberte da gridi ha da heuilh mouez ar gonsians.

An Akt a beuc’h, setu an hano a roas Kromwell d’ar briz-varc’had a reas gant Iverzoniz ar bla 1552. Ya, poent ê laret an Akt a beuc’h ! Laket ê ar peuc’h en o bro evel ma laker endro d’ar c’houg eur gorden hag eman ar skoulm anei war red : « Ne laret ket eur gir, roet peuc’h ! Anez ze… »

Ne oa ket marteze ken kalet stad ar Gatoliked en Bro-Zôz, en Bro-Gymri hag en Bro-Skos : mes tost e oa: Hag e talc’has dorn gourdrouzus rouane Breiz-Veur da lakat ’nê oll da c’houzanv ha da grenan epad kant hanter vla.