Loden gentan — XXI.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 44-46)



§ XXI. — AR « BILL » A FRANKIZ (1829) — FINVADEN OXFORD


Setu eta bet hadet greun mat gant kloer Bro-C’hall : Doue hen lako da ziwan ha da voutan.

Da gentan e sav divalo a-walc’h : ken nebeut a zap a zo en ineo, ken yen ha ken feüs e ver e-kenver an Iliz Roman ! Setu ’vit-se oc’h arruout ar bla 1829, ha gantan ar « bill » a frankiz. Ar wej-man e sao ar Gatoliked o fenn. Nebeut emaint, mes danve a zo enne. Finval a reont ha lakat finv endro d’ê. Sklerijenni a reont sperejo ha toman ar c’halono.

Souezus zoken ar pez a c’hoarve. E lec’h ma zo ar muian a finv, elec’h ma par ar c’haeran sklerijen ar wirione hag e krog an êzetan tan ar garante, ec’h ê en Skol-veur Oxford, an hini vrudetan eus ar rouantelez.

Adalek ar bla 1830 en em lak pemp eus he doktored, tregont vla d’ê pe wardro, da lenn ha da hadlenn gant aket skrido an tado santel eus an Iliz : en o zouez Pusey, Keble ha Newman (lennet Niouman). Hep dale, ’vel just, e teulont ple ec’h ê bet torret gant Luther ha Calvin ar chaden a stage an Iliz anglikan ouz an ebestel, hag e oa chomet ar wirione gant an Iliz Roman. Sevel a ra brud diwarbenn o labour ; sperejo an oll a zo gante, hag i tomm zoken. Gori a ra an arne, a dra-zur. Fe, tarzan a ra, ha da vat, ar 14 a viz goueren 1833. Ar brezegen a ra Keble an de-se diwarbenn Reneadelez Bro-Zôz a zo evel eur strak-kurun. Ha da heuilh ar brezegen e nij tôl ha tôl eus Oxford, evel ken lies a luc’heden, levrigo bihan skrivet ar peurvuian anê gant Pusey, hag a skign menoziou an deolojianed yaouank e pevar c’horn ar vro. Hag e zo enne ? Setu aman ar pep pouezusan eus o danve : eskibien Bro-Zôz na deu ket o galloud eus an ebestel ; n’ê ket a-walc’h kridi, ret eo ive ober oberou mat evit bean salvet ; ar zakramancho a ro gras Doue ; bean a zo eur purgator ; rêt ê hadkemer an oferen ha kridi e tisken Hon Zalver war an ôter, d’ar goureo ; ret ê enori ar Werc’hez hag ar zent, ken lies a boent, evel ma weler, kemeret eus katekiz an Iliz Roman. Sklêr ê eman ôzerien ar skrido-man war an hent a gas da Rom ; seblantout a ra n’o deus ken nemet eur gammad d’ober : anzav ec’h ê an Tad santel ar Pab Vikel Jezus-Krist ha penn ar gwir Iliz.

Peadra, kwita ? da bennfolli eskibien an iliz anglikan. En em zastum a reont hag e kondaonont er bla 1843 menoziou an doktor Pusey

Kement hag ober, e torront anean eus e garg a berson.