Loden gentan — XXIV.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 51-53)



§ XXIV. — ESKIBIEN EN BRO-ZÔZ. — AN DAOU ARC’HESKOB KENTAN. — WISEMAN HA MANNING


Beprêt ê e teu niver ar Gatoliked, ’n eur ober dek vla da vean ken bras en Bro-Zôz ma kav an Tad santel ar Pab, er bla 1850, ec’h ê arru ar c’houlz da uhelaat renk ar vro-ze dirak ar bed katolik : diwar vreman ne vo ken er vro a vision, mes eur vro a eskibiaj. Kroui a ra Pi nav enni eun arc’heskopti, hini Westminster, en Londrez, hag eun toullad mat a eskibien. Eun eskob hepken a oe hanvet en Bro Gymri, dre m’he devoa nebeud a gatoliked. Mes er bla 1898 e zo bet krouet eun eskopti en Menevia, ar gêr elec’h ma oa gwejall manati sant Divi, ha hanvet eno, diouz mennad Kymriz, eun eskob eus o gouenn, an otro ’n eskob Mostyn.

Nebeutoc’h c’hoaz a zo d’ober en Bro-Skos : eur vikelaj abostolik a zo enni, ha netra ken. Mes aboe ar bla 1878 he deus eun arc’heskob, hini Edimbourg, ha daou eskob.

Ha koulskoude e Bro-Skos, evel en Iverzon, eun darn vras eus ar vroïz o deus dalc’het start da fe gatolik o zado. Tud enezenno an hanter noz eo ar gatoliked vat-se, hag int Kelted a ouenn hag o komz skoseg. Dre ar Skosed digeltiaet eus ar c’hreiste eo e teuas ar brotestantiez er vro. Eno, evel e Breiz en amzer vreman, e oe gwir ar c’hrenn-lavar :

Gant ar yez keltiek e teuas ar feiz,
Gant ar yez estren ez eas er-maez.

Kentan eskob a roas Pi nav d’ean arc’heskopti Westminster, e oa an otro Wiseman, eur beleg iverzoniad. A hendall, eun den gouiek meurbet, eur skrivagner ha n’an devoa ket e bar evit skrivan en sôzneg. Er memes amzer e hanvas anean kardinal evit ober enor da gatoliked Bro-Zôz.

Ar re-man eta a greske an niver anê a vla da vla. Mes, o welet se, kalz a brotestanted a zavas trouz, gant a zroug ac’h eas enne. Unan anê zoken, eul lord, mar plij, da laret ê eun den eus an noblans uhelan, en em ankouaas betek prometi arc’hant hag aour d’an neb an nije sklapet fank gant an arc’heskob neve ; mes gwapaet e oe gant an dud a skiant vat.

Ar sort frouden na oa nemet eun tan plouz. Ne spontas tamm ar Gatoliked. Er bla warlerc’h (1851) e tigemeront c’hoaz en o Iliz eur pastor a zoare eus Iliz uhel an Anglikaned, an doktor Manning. Heman eo a oe hanvet er bla 1865, goude maro an otro Wiseman, arc’heskob Westminster. Dont a reas ive da vean kardinal ha kement a doujans hag a garante a diskoeas d’ean Londrez, koulz ar brotestanted hag ar gatoliked, ma teuas a-benn, er bla 1889, da zispenn eun diskrog-labour spontus, savet gant daou c’hant mil micherour, En e rôk ministred ar rouanez Viktoria o devoa klasket lakat anê da hadkrigi gant o labour, mes n’o devoa ket gallet en em dremen oute[1].

  1. E-touez ar re o deus skrivet bue ar c’hardinal Manning, e fell d’in hanvout an otro Francis de Pressensé, eur sosialist ru-tan eus Frans, Meulet ê meurbet gantan koulskoude, pez a ziskoe e oa eun den a dalvoudegez dispar.