Loden gentan — XXXI.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 73-76)



§ XXXI. — DIGEMER KALONEK EN KÊR LONDREZ HAG EN HOTEL TUDOR. — TRI VREIZAD YAOUANK


Eur bern tud, deut aman kalz anê da zevel o fri, a zeblant souezet o welet kement a zoudanenno ; marteze ne zo c’hoaz digoueet gante gwelet hini ebet. Mes unan anê en em lak da hopal « hip ! hip ! » Ha kenkent an oll da zistagan : « hourrah ! hourrah ! » gant mouezio gouest d’hon spontan. Koulskoude n’ê ket dre zismegans evidomp ec’h eo bet savet an huchadeg-se : « Er c’hontrel, eme an otro Poullin, eur merk eo eus an digemer kalonek a zo c’hoant d’ober d’ac’h. » Gwir a lare, evel m’hon deus hen gwelet aboe, meur a wej.

En Hotel Tudor ive ec’h ê dereat meurbet an oll en hon c’henver. Serviji a rêr d’imp ouz tôl bevans ôzet herve giz Frans, ha n’ê ket herve giz Bro-Zôz. Ar Zôzon a laker d’ê war ar memes plad (unan ledan) an daou, pe an tri, pe ar pevar meuz, o deve da zibri : elec’h bara, avalo douar poac’het en dour, elec’h jistr pe win, te mesket gantan lêz, pe dour.

Bean o deve (ar re binvik, da vihanan) bean o deve o lein da 9 heur, o meren da 1 heur pe 1 heur 1/2 ; o hadveren (te gant gwestel pe baraigo), wardro 5 heur, ha koan etre 8 ha 9 heur. Ni a gemer hon c’hoan da 6 h. 1/2 ; eur goan zec’h avat, mar ne gemeromp, diwar hon c’houst, peadra da evan. D’ar bier ec’h eomp kazi oll : mar gê ker, ec’h ê mat eus ar gwellan : bier grêt en Almani.

Goude koan eur gozeaden a gemer lod enni n’ê ket hepken ar re a oa ouz tôl (seiz gant Emile Poullin), mes ive Marcel Gros, ar Breton yaouank hon deus lennet e lizer etre Folkestone ha Londrez, hag e vignon Andre Bouget. Arru int tost d’ar c’houlz am moa laket d’ê evit dont d’am c’haout en hôtel. Ha koulskoude o deus bet eur pennad mat a hent d’ober ! eul leo, d’an nebeutan, o vean emaint o chom en tu ar c’hreiste d’ar gêr, pell pell en tu all d’an Tamez, ster vras pe gentoc’h gwazien-vor Londrez. « En gwetur ec’h oc’h deut, onn vat », a laris d’ê. — « N’omp ket, eme Marcel : kerzet hon deus, mes na pa hon dije renket dont war hon fenn, e vijemp deut. N’ouzoc’h ket nag a vad a ra d’imp gwelet unan bennak eus Breiz-Izel ha komz gantan en brezoneg. Ha biskoaz ar blijadur-ze n’hon deus tanvaet aboe ma ’n em gavomp aman. » N’am eus ket ezom da laret pebez evurusted ê ma hini ’n eur glevet komz evelse.

Sklêr e welan, dre ar garante virvidik a doug ar bôtred-man d’o mamm-vro, ec’h ê chomet yac’h en o c’hreiz o c’halon a driwac’h vla. An hano a Vreiz-Izel a zinifi evite bep sort mad : onestiz, relijion, peuc’h ha liberte, hag ar sort mado ê ar re a fell d’ê magan o c’halon gante. Ya, ar furnez a zikour eur Breizad divroet da gaout sonj eus e vro, hag ar sonj eus Breiz a zikour anean da chom fur.

« Gwir Vreton da virviken ! » ha « fur da virviken ! » daou lavar ha na welan me etreze kemm ebet.

N’ê ket, a dra-zur, ma c’henveajourien a zislaro ac’hanon war ze pa zonjfont en tri vreton yaouank hon deus kozeet gante an nozvez kentan hon deus tremenet en Londrez : ’pez a ziskoejont bean a ra ar brasan enor da Vreiz-Izel ha da iliz o badeiant. Penôs neuze tremen hep o zrugarekât ? Emile, hen, a oa gopraet, evel ambrouger noz hag amezeg, da goanian ganimp bemnoz. Tredreziz, dre ne oant ket evit en em gaout en hon hôtel ’benn c’hwec’h heur, a bedis da zont ouz hon zôl ar zadorn d’an noz : an de-se en Bro-Zôz e paouezer da labourat e pep bureo hag en pep uzin, adaleg eun heur pe diou eus an abarde. Eur gentel c’hoaz evidomp ! Pelec’h eman en hon bro, an dieien a lôsk o devejerien d’ar sort koulz ha hep krennan o fê evit se, dre m’o deus c’hoant da rei amzer d’ê pe da brenan pez o deus ezom evit ar zun a deu, pe d’ober eur labour bennak er gêr, pe d’en em lakat en hent evit mont war ar mêz, hep kât da veaji d’ar zul ? Ya, pelec’h emaint en Breiz ? N’int ket stank, sur mat. En Bro-Zôz ec’h int oll evelse, ha ret d’ê bean : anez se kontravansion evite.

Setu perak e roas an daou Dredreziad d’in o gir, hep marc’hata, evit ar zadorn d’an noz. « Nozvez vat d’ac’h ! » — « Ha d’ac’h ive ! » Hag int e mêz : n’ê ket en devalijen avat ! N’eus ket en Pariz eur ru hag a vefe slerijennet kaeroc’h, en noz, ’vit Oxford-Street (lennet Strit), ar ru eman enni hon hôtel.

Et gante ive hon mignon Emile ; disanav e oa hen evite beteken, hag i evitan. Mes ar greden am eus ne vo ket kont gante ken evelse : ar wej kentan ec’h ê d’ê hirie d’en em welet, mes n’ê ket ar wej diwean ha gwell a ze.

Ni ac’h a da gousket dioustu, rak arc’hoaz e vo ret diblouzan abret : ’benn c’hwec’h heur hon devo d’en em gavout er gatedral evit ofernian, hag eun hanter leo d’ober.