Loden gentan — XXXIII.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 77-79)



§ XXXIII. — EUN DRO DRE LONDREZ. — AR PEZIO-MONEI. — TI KÊR. — ILIZ SANT POL


Lein breman, ha ne chomomp ket da louedi ouz tôl. Arru ’zo ouz toull-nor diou wetur vras hag a deu a-beurz ar Gouraterez (agence) Lubin da gerc’hat he beajourien evit o bale dre gêr. O vean mac’h omp eus he zud, e pignomp da nao heur en unan eus he gweturio : eun ambrouger a zo ganimp, d’imp da c’houlen digantan displegan d’imp en galleg ar pez a garfomp.

Rei a refomp d’ean hon devez a-bez, penegwir ne digor kendalc’h ar Zakramant binniget (meulet ra vo !) nemet da 8 h 1/2 emberr d’an noz. Ret mat ê d’imp, pan omp deut eus a gen pell bro, implian gant freuz hon amzer. En Bro-Zoz, e vefe pec’hed hen dismantr, abalamour aman e red dre-oll ar c’hrenn-lavar-man: Time (lennet taïm) is money, da laret ê « an amzer a zo monei » Fe, pan on gant monei ar Zôzon, ec’h ê koulz d’in laret n’eont ket dre degvet, evel mac’h a, aboe 1872, kazi oll boblo ar bed, evit rei talvoudegez d’o fezio aour, arc’hant ha kouevr : o fenny a dalv daou eus hon gwenneien ; o shilling, 12 penny (pe gentoc’h pence) ; o lur, 20 shilling. ’N eur skrivan zoken, mar o deus c’hoant da grennan hano ar pez, ne viront ket dalc’hmat al lizeren gentan : elec’h skrivan 3 p. (3 pence) e lakfont 3 d. (da laret ê 3 diner). Kement-man evit rei da c’hôut eman en risk an neb a zo neve-arru en Londrez d’en em luian en e goncho. Ha ken diês pe diêsoc’h en em denn an nen pa ve da vanial pouezio pe muzulio : n’ê ket reizet o ment diwar ar reoladur metrel (système métrique).

— « Ha gouel bras ar Zakramant, a glevan ma lenner o laret d’in, pegouls eta e komzfet anean ? ». Gortozet eun nebeudig hag e vo torret e c’hoant. Gallout a ra kridi ne daleïn ket da gontan d’ean penn-da-benn ar pez a digoueo ganin hirie epad ma baleaden dre Londrez. Aon am eus e vefe bet en Pariz, hag an nefe dre ze gwelet treo kaeroc’h evit ar re a weler aman.

’Vit ar merc’her bepret, goude bean grêt kalz a droio epad an de, n’em eus gwelet netra hag e vefe kaer dispar pe neve evit ar Fransizien. Ti-kêr koulskoude a larin eur gir anean. Mein pe goad kizellet fin a zo en e ziabarz hag en e ziavêz. Mes tôlet am eus ple dreist-oll da dri c’hir latin a zo skrivet ’us d’an nor-dal : « Domine dirige nos » da laret ê « Otro, hon reizet ». Eur beden d’an Otro Doue, eur beden grêt gant kuzulierien kêr evit kaout en o divizo sklerijen eus krec’h. Ha ’n eur lenn ar girienno-ze, e tro ma spered dioustu etrezek an tier m’en em vod enne kuzulierien Frans, daoust diwarbenn petra o deus da ziviz, diwar-benn aferio ar vro a-bez, evel ar senedourien hag ar gannaded, pe diwar-benn eun departamant, pe diwar-benn eur gommun bennak : an darn-vuian eus ar re-man, siouaz ! n’int ket hepken dibater : brezel a glaskont ober d’an Otro Doue, na pa renkfent evit-se lakat dindan o zreid mad o c’henvroïz.

Arok ar Guildhall (an hano-ze a doug ti-kêr Londrez), hon doa gwelet katedral sant-Paul, a zo d’ar brotestanted. Bras ê ha kaer a-walc’h : mes n’ê ket an diabarz anei ’vit sevel ar spered etrezek Doue : netra evit he c’hempen nemet mein-be marbr, laket eno evit digas sonj eus a dud o deus bet enoret Bro-Zôz.