M’hoc’h ador Mabig Jezuz
A. Prud’homme, 1934 (p. 156)
N° CXVI. — Mabig Jezuz (Nedelek) (War don XIX)
Ton : XIX
Diskan
Ni hoc’h ador, Mabig Jezuz,
Mabig dous ha karantezus,
Doue meurbet madelezus.
1
Mabig Jezuz, e-kreiz an noz
C’houi a zilez ar Baradoz
’Vit dont en hon touez henoz.
2
Mabig Jezuz, Doue-bugel.
Ra vezo klouar an Avel,
En noz-man en dro d’ho kavel.
3
Mabig Jezuz, dre an menvou,
Aelez a gan d’eoc’h kantigou
Perak glevan me ho klemmou ?
4
Mabig Jezuz, me oar ervad
Perak e ouel ho taoulagad :
Hon fec’hed ’ra d’eoc’h kalonad.
5
Mabig Jezuz, evit bepred,
O ! me a dro kein d’ar pec’hed,
Ma c’halon d’eoc’h zo gounezet.
6
Mabig Jezuz, war ma daoulin
Dirazoc’h beteg ar mintin,
D’ho pedi henoz e chomin
7
Mabig Jezuz, hed ma buhez,
Me a veulo ho madelez :
Ra varvin en ho karantez !