Lajat, 1909  (p. 225-Ton)



Ma Botou koat


D’an aotro Corvaisier, person Ploueg-ar-Mor.


Me a zo o paouez prena
Eur botou koat fô,
Eur botou eus ar re vrava
A zo ’barz ar vro ;
Eur botou ken fentus, ken kaer
Ma ve laret d’in p’o gweler :
O kaerât,
Kaerât eo da votou koat !

En gwirione, int a zo koant,
Evelte n’eus ket !
Ha bemde me am eus damant
Gante o kerzet…
Na c’houlfen biken, ma Doue,
Barz ar fank labea ane !
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !


Digas reont da sonj din-me
Eus an amzeriou…
Ma Zadou a douge ive
Gwechall ar botou ;
Neuze war veneou ha roz
Int a gane bemde, bemnoz :
O kaerât,
Kaerât eô hon botou koat !

A viskoaz ebarz Breiz-Izel,
An dud a vicher :
Duked, Barzed, tud a vrezel
Beleg ha Fanch-Kouer,
Ac’h e gant enor da vale
’N o zreid eur botou koat bemde ;
O kaerât,
Vijent gant o botou koat !

Me ive, vel ma C’hendadou
A heuilho bepred,
En eur vale war o roudou,
Skouer ar Vretoned ;
Me a gerzo ’pad ma bue
Gant eur botou koat eveltê :
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !


Ha p’en em gavo an Anko
Eun de d’am falc’hâd,
D’ezan hepdale me laro :
— Gortoz eur pennad,
Ma lakin c’hoaz ma zreid brevet
Er botou koat am eus karet…
O kaerât
Kaerât eo ma botou koat !

Kerkent me yelo d’ar bed-all,
Hep anken em c’hreiz,
Rak hon Zalver laras gwechall,
Pa deuas da Vreiz :
— « Zalvet e vo neb a dougo
Eur botou koat eûr e varo ! » —
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !

Ha mar rafe d’in zellou du
Zant Per goz, d’e dro,
Me a larfe d’ezan dustu :
— Sell ouz ma boto…
Me gred, d’an Nedelek, Jezus
A deue bep bla evurus,
Da lakât
Dêlou mad em botou koat !


Ar Werc’hez, pa glevo ma mouez,
A deulo neuze,
Leun a zouster, a levenez,
Da laret d’in-me :
— « Tosta, o bugel ar gwellan,
Rak da votou koat a garan…
O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat ! »

Dougomp-holl eta, Bretoned,
Dougomp ar botou,
Miromp gant o fennou-kaled,
Furnez hon Zadou ;
Ha gante kreiz an eürusted
En Nenvou ni gano bepred :
O kaerât,
Kaerât eo ar botou koat !


————


MA BOTOU KOAT



\version "2.18.2"
\relative c'{
  \key bes \major
  \tempo \markup {\italic Allegretto}
  \autoBeamOff
  \time 6/8
  \partial 8*3
  g'4 g8 bes4 bes8 a4 a8 | g4 g8 bes4 bes8 | c4 c8 d4.~ | d4 r8 g,4 g8 | bes4 bes8 a4 a8 | \break
  g4 g8 bes4 bes8 | c4 c8 d4.~ | d4 r8 d4 d8 | d4 ees8 d4.~ | d4 c8 c4 bes8 | g4 a8 bes4 bes8 | \break
  a4 g8 a4 a8 | g4 bes8 d4.~ | d4 r8 c4 ees8 | d4 c8 bes4\fermata a8 | g4.~ g4 r8 \bar "||"
}
\addlyrics {
  Me a zo o pa -- ouez pre -- na Eur bo -- tou koat fô, Eur bo -- tou eus ar re
  vra -- va A zo ’barz ar vro Eur bo -- tou ken fen -- tus, ken kaer ma ve la -- ret d’in
  p’o gwe -- ler: O kae -- rât, Ez eo da vo -- to -- iou koat!
}
\layout {
  indent = #00
  line-width = #160
}
\midi {
  \context {
    \Score
    tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 120 4)
  }
}
\header { tagline = ##f }